27/01/2018

Sperejou-lutun ha c'hoarïellou bord ar wazh

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ga M. deus Kolloreg ha Ch. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me.

- Pierre-Yves
Ch.
M.



D'ar mar(e)-te vise gwel(e)t beb-sort toud ! Me(d) ha nin ! Pugur nin vïe 'tiwall ar saout ! Pugur d'ar mar(e)-te oa ket paotr-saout (e-)bed ! Nin oa ar paotr-saout ! Ha vïemp pad 'n de toud 'tiwall ar saout ba'r parkeier. A-wechou c'hoazh vïe béc'h ganamp

Pé 'h ee ar saout d(a) 'n-om gaoud

Pugur 'h ee ar saout d(a) 'n-im gaoud ha me lar doc'h ah(e) vïe ur voutik… Ha go(ude)-se ba-pla(ss) mond da gerc'h(ed) ar saout, pugur vïent 'làer(e)zh, nin vïe 'n-im gannañ ! Klas(k) goûd piw vïe aet da gerc'hed 'nê, ah(e) zo bet cheu ! Me(d) da lar(ed) domp… Me(d), ah ! Me(d) nin na c'hoarïell(ou), me(d) nin, nin ouïe c'hoa(r)i d'ar mar(e)-t(e) heñ ! Ha nin oa c'hoarïou, nin eñvañte 'nê hoñ-hun ! Bord ar wazh vïe gwraet da lakad ur rod da droiñ ! Ha beb-sort traou toud ha nin oa ket daw domp mond da brenañ ! Nin na komprenet hoñ c'hoarïou hoñ-hun ba hoñ benn, beb-sort ! Ah ! Me meus choñj, me(d) me blije din be ur marc'hadoures, sete me ree : Tammou chournal(ou) vïe dekoupet hag ur ouest-sukr vïe tap(et) ha heñ oa ar port-moni ! Ha go(ude)-se neuhe, me oa 'h o(be)r ar marc'hadour(e)s, me ree in werzh papred ! Me reen kim(ed) gwerzhañ… Aet oan ba'r vicher go(ude)-se, me(d) ! Hag a go(ude)-se ar pezh a reemp c'hoazh, d'ar mar(e)-te vïe kalz berniou douar-gôed ba'r parkeier

Ya, partoud vïe !

Ha nin ree heñchou ! Ga'r bern douar-gôed, nin a ree un hent, c'hwi oa(r wal)c'h, heñchou ! Ha go(ude)-se vïe gwraet ur gêr hag ur machin… Ha go(ude)-se vïe gwraet parkeier ! Ha n'ouoh ket ga petra reemp ar veuc'h ? Ga, ga… Ga pe-sort mod ?

Kelen !

Kelen

Kelen, ya ! Gwraet saout ga'r re-he

Gwraet saout ga'r re-h(e) ! Ha sete vïe gwraet ! Ha go(ude)-se neuhe vïe gwraet saout ga kelen hag vïe gwraet ar parkeier. Go(ude)-se nin vïe 'tiwall ar saout ha vïe 'tespunañ machin(ou) ha nin, nin a ree beb-sort, beb-sort cheuiou toud ! Eñvañtet ganamp hoñ-hun !

Vïe gwraet kirri bihen

Beb-sort traou toud ! Kirri bihen

Ya !

Ga brankou kraoñ, beb-sort traou toud ! Ma vïe…

Ar goutell vras, an heñi vïe 'troc'h(añ) pitrabes d'ar saout ah(e) ! Ar vugwal(e) oa bihen, ma re-m(añ) neus bet gwraet 'è

Me(d), me(d) ar re-he…

Ar re-h(e) neus bet gwraet traou !

Me(d), me(d) ar vugwal(e) d'ar mar(e)-t(e), ar re-h(e) na spered d'o(be)r traou !

Me(d) oa ket traou-all, set(e) nïent ket gwraet 'è

Me(d) nann, me(d) an dra-h(e) lakee da, o joñj da labour(a)d hag a da gompren(ed) pe-sort mod 'h o(be)r an traou ha 'h o(be)r 'è ba-lec'h oa un tamm wazh, 'h o(be)r ur barraj dam d'ar rod da droiñ go(ude)-se ! Toud ganamp hoñ-hun ! Ni ree toud an dra-he hoñ-hun !

Me(d) pezh é, pé vïe… Ya ! Me(d) an dra-h(e) oa deuh ma re, an dra-h(e) vïe tapet, klask(et) (n)eizhou

Ah ya

(N)eizhou ar lapoussed ! Ha vïe digass(e)t ar vïou d'ar gêr, goud(e)-se vïe gwraet berniou neuhe ba douar-gô(e)d !

Ah ya !

Hag a vïe dow-tri neuhe 'c'hoa(r)i ha pa vise lar(e)t dec'h troiñ ho penn ha vïe lakeet ar vi

Ba'r bern kwa !

Ba'r bern

Ba ur bern

Me(d) pa ket droad (ne)med ba un taol ! Set(e) ma dorreh ar vi pa gouneet, me(d) ma golleh bar(z)h pa, pa skôet ba'nèi oa ket ar vi, beñ pa kollet toud !

Toud ! Toud !

An (n)eizhou-bran, neuhe ar vïou a ree toud

Toud !

Toud ! Piket toud ! Ha gwraet ho kolierou gate goud(e)-se 'e !

Me(d)…

Vïe riñset ar re-he ha gwraet…

Me(d) bremañ n'eus ket kin nintra, pegur n'onn ket, vé, vé ket gwel(et) memes 'e un (n)eizh, n'eus ket (n)eizhou

Yao ! Reh ket, be zo 'n (n)eizh 'è

Na, na nintra kin !

Gwelloc'h sellet !

N'onn ket, n'onn ket…

Set(e) prest ar re-vihen d'ond-maes deuhountoñ

Ya, me(d)… Me(d) d'ar mar(e)-te oa partoud ! Vïe ka(v)et (n)eizhou partoud ! Lah !!!

Lapoussed oa 'è ba partoud

Lapoussed oa ! (N)eizhou oa ! Feñ, brem(añ) matreh(e) ni zo deut kozh, nin ga(v)omp ket 'nê kin…

Oh ! N'eus ket mem-mod

N'a ke(t) 'n traou mem-mod kin forz pe-sort mod heñ ! Boñ… Me(d) me lar nin na sper(e)d-lutun ! Ganin vé lar(e)t an dra-he : Sper(e)d-lutun. Ar re-he, nin na sperejou-lutun, nin ree toud hoñ c'hoarïellou toud ba hoñ benn !

– Hag c'hwi a ouïe pe-sort plant oa mad da zibiñ ? Ma pa un tamm naon un tammig bihen vise ket moien dibiñ… ?

Beñ ya ! Deuh an triñchin-koukou !

– Triñchin !

Triñchin-koukou ha beb-sort toud !

– Ya

Nin ouïe hag ar, ar c'hraoñ-douar !

Ar c'hraoñ-douar, ya. Deuh ar re-h(e) ba'n douar !

An dra-h(e) so, an dra-h(e) so mem-mod 'vel kaol-karotes ha nin, pé wele ar re-he, nin anee ar re-h(e) ! Ha nin a'h ee da glas(k) 'nê ba'n douar hag an dra-he ree mem-mod 'vel kraoñ kwa !

Ya

Kraoñ-douar vïe gwraet deuhoute !

Kraoñ-douar, ya

Me(d) nin, nin ga(v)e ar re-h(e) ba'n douar heñ ! Ha pet(r)a zebemp 'n-ur… Nin ouïe pet(r)a oa mad da zeb(iñ) ha pet(r)a oa ket, nin ouïe 'e. Nin ouïe pet(r)a oa mad ha pet(r)a oa ket.

10/01/2018

Heginane ha klaskerien-boued

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg c'hwec'h devezh so, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha me oa deut assames ga ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
É.
J.



– Daoust-ha vije gwraet amañ kest an de kentañ 'r bla ?

Mond da gestal ?

– Ya

Hañ… Me meus ket bet gwel(e)t dre-amañ 'ha ! Vije kestet 'è

Euh… An dra-he oa 'tro poent ma mamm-gozh a'h ee tud da gestal, houzoh walc'h ha…

Ah ya ! Da gestal un tamm bara, un tamm bleud

Metram(ant), nann, me(d) mond a reent da gestal 'vi(d) an ilis ha red vije…

Ah just a-walc'h ! Ha da gestal amann, an dra-he vije gwraet

Ha da gestal amann ha, ha ed memes !


Ya daon ! Gwraet a vije 'ha ! Me(d) a vije…

Ar re-m(añ) vije rôet ur bodesad-ed dê pe dow !

Ya ! Ha vije ar c'holist vije (as)sames gantoñ

Ya, pudur…


Ya

… An hin(i) vije – goûd a houz(e)s pet(r)a é ur c'holist ga ar person – sete i dud daoñ, eh beñ nije droed d'ond da gestal neuhe un tamm

Ya

– Ah ya ! Me(d) me ma…


Mamm, mamm Ivon Men ahe his-se

Ah ! Houzh a'h ee ma…

Houzh a'h ee

Chann-Ivon

Jann-Ivon heñ ?

Ya ! Houzh a'h ee, pugur hi, hi mab oa kolist, houzoh walc'h, ya-ya !

Ya ! Ya-ya-ya-ya !

Ya

Hag a… Kemeret vije faot en enni un tamm, pudur lar(e)t a vije kara ?

Ya, da ket emm d'ond da gestal, me(d) daon…

Nann, nann-nann

– Me(d) me ma klêt 'vid ar glaskerien-bar(a)


Ya

– Ha' 'h ee da gestal d'an de kentañ 'r bla


Ya-ya ! Un devezh mennaket

– Ha ma klêt vije kaos deus « higenane »


Ya, pet(r)a é an dra-he ?

Heginane, daon ! Mond da gestal ! Heginane zo…

– Ah ya ?

Ya, zo mond da houll boued ba'h an tïer

Ah ya ?!

Ah ya-ya-ya !

– Ha peus ket joñj pe-sort mod a zigouee ?


Ah nann 'ha ! Meus ket… Me meus choñj klêd mamm-gozh lar(e)d :

« E(rr)i é ar re-mañ da heginaniñ amañ gi-mañ ! »

Ya

Ar re vije 'klask o zamm boued ar mo(d)-se kwa ! Sell vije rôet un tamm bara dê pe ur mer(e)nn pe mod a vije ba'r poent a vijent kwa ! Me meus aneet dow ahe gis-se ha oan bihen 'hat !

Ya

Hag a oa Janned a Volazeg ha Gwilhou (a) Volazeg vije gwraet deusounte !

Ya

Ah ! Me meus aneet mad ar re-he !

Ya

– Ah ya ?

Hag ar vamm-gozh pa nij(e) ket c'hoant gwel(ed) ar Gwilhou 'tond, a vïe 'lar(e)d 'è :

« Oh daon ! N'es ket d'aseo ahe, daon ! Janned so nev(e)-aet alesse ! »

Hañ fi ! Neuhe n'ee ket ba ar gador ene

Daon nann 'ha ! Pudur…

Nann, pugur vije droug deusonti !

Ya ! Hag lod lar vije low en-dro dèi (???)


Just a-walc'h, ya

Bec'had-low warni !

Ya

Set' ar mo(d)-se na ket c'hoant d'ond da…


… Da daped low war ar gador ma'hat, nann !

Ah !

Oh ! Lar(e)t da, ya…

Ya

Gwich-all vije plijadur 'è, houzoh walc'h

Ya

'N ur mod, ya

– Me(d) rôet vije boued memes-tra ?

Ah ! Rôet vije boued dê

Ya

Ah ya-ya !

Ya

– Deus taol pe…

Du-mañ vïent ket laket deus taol kalz, laket vijent ba'r c'hougn war ar gador en(e) hag vije rôet un assïed dê ha boued e-barzh, pezh a vije kwa !

– Ah ya ?

Ya

– Korn ar c'hougn kwa ?

Ya-ya-ya !

– Me(d) bremañ zo miser papred

Oh daon ! Beañ zo !

Ya ! Me(d)…

– Cheñchet é ar mod da roiñ o, da roiñ o boued dê

War ar maes amañ hi-mañ n'eus ket memes-tra !

Pass dre-amañ, welon ket

Te, n'anvees…

– Me(d) mugnoc'h zo ba kêr heñ !

Ya, barzh kêr

Ya voilà ! Barzh kêr

Barzh kêr

A laromp

– Ha' zo bet 'vid ar wech toud

Ya-ya

Ya barzh kêr heus kemed gwel(ed), ahe n'eus sort e-bed, ah(e) é red dit pêo toud !

Toud !

Ahe, ahe…

Toud, just a-walc'h, ya

Sè, sè… N'é ket braw 'è hañ !

Nann, bon ! Pe-lec'h 'h ent 'ta da lojañ barzh un ti, pugur neugn ket aes da bêo… N'ounn ket

Daon ! Da… Ba'h un ti ?!

N'é ket possubl ! Houzoh walc'h

Daon nann 'ha ! Memes tud ha' zo 'labour(a)d ha neugn ket aes 'ta ! Ha vé à kousked ba'h o otoiou !

Ya !

– Ya

Heñ ?

Sur é !

– Ha lod 'labour(a)d, ya…

Ha lod 'labour(a)d !


Hag lod 'labour(a)d, ya-ya !

– Ya

Oh ya ! Ha mïoc'h 'vi(d) a gav demp !


Ya sur, me(d) daon !

Ah ouais ! Oh ! Miser zo heñ ?

Ah ya-ya ! Pass dre-amañ, me(d) barzh kêr zo !

– Ya

Oh ya !

Ah ! Dre-amañ n'eus ket 'hat !


Welon ket kalz, daon !

Demp da wel(ed) 'è !

Nann

Pudur…

Beañ zo…

– Me(d) Jeanine, an dow glasker-boued a teue, 'vel peus lar(e)t damaig

Ya

– Pe-sort mod oagn gwisket ?

Oh daon ! Ar reñ-he vije rôet dilhad dê ga an dud, houzoh walc'h

Ya

Daon 'ha ! Vije, lar(e)t a vije dê :

« Sell ! Me wiskon ket hezh kin »

Ya !

« Ha kass hezh ganes ! »

Ya-ya !

Hag a'h ee gantoñ, houzoh walc'h

Ya-ya !

Ah, me(d) ar plac'h, Janned a Volazeg, hou(zh) oa net ! Houzh, pa vije braw an amzer, a ziviske hi dilhad ha' ganne 'nê ba-bord ar rinier hag a chome ene aseet ga un, un tamm tapiss pe pezh a ga(v)e

Oh !

Ken a vije sec'h hi dilhad !

N'é ket possubl ?!

Ah eo ! Me meus klêt mamm-gozh ! Mamm-gozh vije 'kannañ ba-bord ar rinier ha pa 'n-om ga(v)e Janned ene a lare dèi :

« Ah me 'ha ! Zo 'hond da 'n-on welc'hiñ amañ ha da ziviskiñ ma dilhad hag a'h an-me da gannañ 'nê, pugur te zo sañwon ganes »

Ha mamm-gozh a ràe sañwon dèi da welc'h(iñ) hi dilhad, houzoh walc'h

Ya

– Ah ya ?

Ya-ya ! Bon, gwich-all vije bervet an dilhad bord ar rinier

Ya-ya !

Kuit da sklejañ 'nê d'ar yêr hag a lakee 'nê (as)sames ga re mamm-gozh ha goude pa vijent sec'h a lake 'nê 'darre ! Sell mamm-gozh lare dèi :

« Daon ! Damaig » a lare « p(a) (v)o sec'h da zilhad, deus 'ta da zibiñ un tamm d'an nec'h ! »

Bon ! Hag a teue

Ya

Me(d) hou(zh) oa jentil, me(d) Gwilhou…

– Un, un ti na pe un tamm loch ?

Na ket ! Ah, na ket ! Neuhe houzh vije 'kousked

– P(e)-lec'h ?


Ba'r c'hrow-saout du-mañ

– Ah ya ?

Ya-ya-ya !

Hañ !

Na ti e-bed, nann, na Gwilhou na ket 'è

– Nann ?

Nann-nann, hezh a vije lem a zigouee kwa !

– Pe-naos…

– Deus an eil ti d'egile kwa !


Eh !

Ya

Ha neuhe…

– Pe-naos eint deut ar mo(d)-se da… ?


Hañ ! Me n'oun ket kap da gompren, houzoh walc'h… Daon ! Oant… Pa labourent ket gwich-all, houzoh wac'h

Beañ zo lod hag a…

Beñ ya…

…  A blij dê beañ, eh ! Ahe oa un' : Ar Gallou 'è, houzoh walc'h

Just ! Heñ oa ar mo(d)-se 'è

Heñ oa ar mo(d)-se


Hag a ni, pa oamp e(rr)i didouched, vije 'h o(be)r Gwilhou (a) Volazeg deusountoñ 'è

Ah ya

Pugur mamp aneet Gwilhou, houzoh walc'h

Ya

Hag a hañw fachet vije gwraet Gwilhou (a) Volazeg dam vïemp 'lar(e)d daoñ :

« Daon eo ! Te é Gwilhou (a) Volazeg ! »

Ar vugale vé droug a-wichou, me meus choñj laremp se daoñ hañ !

Ya

Ah ! Ya ha vij(e) ket kontant ! Nann, nann !

Hag un'-all oa c'hoazh hag a teue, pe-hano oa hezh ? Oa heñ oa deus, deus koste Motreff ahe pe me oar pe-lec'h… Hag a teue dre-ah(e), Pier-Louï vije gwraet deusountoñ !

Ah ya ! Pier-Louï, oh ya ! Heñ oa divêtoc'h goude neuhen !

Ya, heñ oa divêtoc'h

Ya-ya !

Me(d) choñj a meus a'ha !

Ya-ya ! Me(d) daon ! Heñ na ti e-bed 'è am(añ) 'ta !

Heñ na sort e-bed 'è !


Nann-nann-nann !

– Pier-Louï ?


(Ne)med, (ne)med i vustetenn !


Daon ! I vusetenn, just a-walc'h, ya

Ya

Ya-ya

– Pier-Louï meus klêt kaos ga re-all c'hoazh

Ah ya, ya-ya !

Ah ya ! Just a-walc'h, heñ vije 'h o(be)r an dro

Oh, me(d) hezh a'ha ! Oa ur paotr chentil heñ ?


Ah ya-ya !

Hag a…

Hag ar re-m(añ)-all oagn ket droug 'è !

Ha vije lar(e)t, du-mañ teue !

Ah ya !

Hag a vije lar(e)t daoñ :

« Sell ! Heus keme(d) riñsiñ krow-ar-c'heseg ahe his-se ! »


Ya

« Meus ket bet amzer d'o(be)r hag a chomi da zibiñ da lein ganemp ! »

Ya

Hag a-wichou chome neuhe un dow-tri devezh

Daon ! Rar é læron dit-te…

Hag a'h ee da gousked ba'r c'houloar ga'r saout !


Just a-walc'h ! Ar mo(d)-se reent, ya-ya ! Ha vije…

… Vije rôet un tamm kolc'hed-pell daoñ

Ya 'ha !

Eh ! Hag a'h ee ba'h ar c'houloar ene

Ya-ya !

Du-mañ, houzoh walc'h, oa ur c'hrow mod…


… Ur c'hrow mod-neve, houzoh walc'h, ya-ya !

Ya, gad ur c'houloar hag an dra-h(e) oa tomm ! Pudur an dra-h(e) oa ba'h…

… Ar'n [alan] ar loned so tomm hañ !

Ar'n ar loned

Ya-ya !

Ha surtoud oa ba'h ar c'hreis deuh ar c'hrow, hete a'h ee ene paotr-kaezh ! Ene vije gwasked daoñ

Daon sur vije ! Daon ya ! Ma'hat ya !

Ha pa sa(v)e deuh ar mintin, eh beñ teue d'i zijuni ha hezh a ree tammou traou, maniou é 'è !


Ah ya-ya-ya !

A-wichou chome d'o(be)r maniou !


P(a) vije emm 'naoñ, ya

Ya

Daon ! Just a-walc'h, ya

– Goûd a ouïe 'h o(be)r

Goûd a ouïe o(be)r !

Ya-ya !

Ya

Me(d) lod deuh ar reñ-he oa tueed, (ne)med-seped komañs(e)t d'o(be)r tro ar vro mo(d)-se

Ya hag a pa…

Hag a dagn bet delc'het…

Eh ! Pa vije bet, a-wichou chome eizhte !


Ah ya !

Pa vije bet eizhte, goude neuhe lare :

« Boñ ! Brem(añ) a'h añw hirroc'h ! »


Ya !

A blije daoñ mond pelloc'h

Daon ya 'ha !

Me(d)…

– Ya ha matresse blije dê galoupad kwa !


Eh ya !

Euh… Ar reñ-he dap tïer da blijed dê 'è

Ya

Lem a vijent ressevet a-peu-prè

Me(d) deus hezh meus choñj p(a) oan bihen hañ !


Ya-ya-ya !

Ya, oh ! P(a) 'h a an nén da joñjal, ar Gallou ahe, pa 'h a an nén da joñjal pe-naos i vreu(r) oa, oa, oa…

Oa…

… Oa disked-mad

Just a-walc'h, ya !

Ha pe-naos oa hezh… heñ ?

Ha igile neuhe oa ur, oa un vaurien !

Hag egile neuhe oa…


Oho !

Ah ! Difer's vé 'tre an dud hañ ?!


Ya ! Sur, ya ! Ah ya !

– 'Feñ « vaurien » matresse oa ket, ur c'hlasker-boued a oa

Ur c'hlasker-boued, ya

Ya ! Ur c'hlasker-boued, aha !


Eh ! Nann, lod 'nê ouïe labour(a)d hag a vije kontant d'o(be)r a-wichou ! Ya !

– Pugur ma klêt 'e lod n'houllent ket labour(a)d, just a-walc'h ha lod memes pa vije rôet bara dê ga un tamm kig, beñ pé vij(e) ket rôet boesson dê chetent 'n traou ba'r harzh !

Ah ya !

Ohoho !

– Hag a'h ee-kuit ar mo(d)-se

Me(d) gwir é, ah ya-ya !

Oh !

Lod p(a) vij(e) ket rôet ur bann'h chistr dê, gwich-all é jistr a oa, houzoh walc'h

Ah ya, vij(e) ket rôet


Vïent ket kontant ! Vijent ket kontant

Vij(e) ket rôet gwin 'ha !


Nann-nann !

Eo ! Ur bann'h-lambig 'è alïes

Eh, an dra-he vije rôet dê, ya, pa vije 'è, houzoh walc'h, ya

Lar(ed) a rañw dit

Ya

Lod ha' teue da denniñ dent ga ma zad-kozh blam dê da gaoud ur bann'h-lambig


Ya, ur bann'h-lambig

Frañsou-Mari Venamant ahe !


Ah ya ! Ha heñ nij(e) ket (a) boan-dent koulskoude !

« Sell ! 'Ma Vrañsou-Mari 'h o(be)r tro ar bod ! » Lare mamm


Ya ! Ah ya-ya-ya-ya !

Oh ! Ha goulskoude heñ oa deuh ur renk, kar(a) Jeanine ?

Ah daon ! Deuh renk ar re-benvi'g oagn gwich-all, houzoh walc'h

Ar re-he oa deuh ar re-binvi'g !

Ya ! Mari Masson ma'hat !

Oh !

I vamm da hezh, me lar dit sur !

Oh !

Oa un' penvi'g !

Ha me meus choñj klêd mamm lar(e)d, pa 'h een da houll un dra mennañket digati p(a) oan yowank 'è :

« Te gav dit me zo gwreg da Vañchou Masson ?! » Vije lar(e)t din


Ya, ya just a-walc'h, ya

Heñ ?

Ya, ah ya !

Oh !

– Hanoiou hag a zo chomet ar mo(d)-se

Beñ an dra-he zo bet chomet, ya, beñ ya !

– Me meus aneet dow, dow vreur : Un' oa professeur ha an heñi-all oa…

Ur c'hlasker-boued ?

– Ur c'hlasker-boued

Ur c'hlasker-boued 'è kwa !

Ah ya !

– Trist heñ ?!

Ya-ya

Gwel ar re-m(añ)

– Kousk(ed) a ree ba e oto ha me ma ka(v)et 'naoñ marw ba'r foss !

Oh !!!

Hañ !!!

– Ya

Holalalala !

– An dra-he zo drol hañ !


Ah ya ! Ah ya 'ha !

– Ya

Holalala !

Ma ! Me(d) daon ! Ma Doue !

– Matresse…

Ga kalz a zigoue se, pugur klask a rent, houzoh walc'h…

– Hag oa ket deut kozh hañ !

Nann

Nann


– Matresse oa pemp ha dow-ugent pe…

Ya-ya-ya-ya !

06/01/2018

Coat Bras ha kontadenn Yann

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha deut oan assames ga ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Ar memes kontadenn da jilow serr lenn amañ

- Me
- Ma mamm
J.
É.



– Pe-sort mod vé lar(e)t amañ 'vid « un quartier » ?

Ur c'hartiel

– Ur c'hartiel ?

Ya ! Kartiel ar bourk, kartiel Kerbrat


Ya

Ha kartiel Coat-Quéau ha am(añ) vïe lar(e)t 'è douar : Douar Kerbrat, douar Guernaon


– Ya, douar ya

Douar

– Ya-ya

Ya

Ni a ra parti deus douar Kerbrat

Ah ya-ya ! Ni a ra parti deus douar Kerbrat. Kerbrat so 'kichenn Pellen

– Pellen ahe, daw é… Me(d) am(añ) é signalet mad ar c'hêriou


Ya-ya !


– Ya

Ya-ya

– Ka(v)et ma duzhtu


Amañ ba'h ar Groas Ru, pé 'n-om ga(v)es, a drôes ba(r)zh Coat Bras

– Ya


Ya

Hag an hent 'h a war-eñwn da Bellen goude

Ya

Ha goud(e) a drôes à droite d'ond da Bellen 'darr(e)

– Ya, ya, ya

Ha pa 'h es da Bellen, ahe ha kemeret ba'h, war un tamm kr(o)ashent a(ho)nt, an hent, 'n hent…

– Di-rag an ti oan passeet

Ya ! Di-rag an ti

Ah ya-ya

Ha ma vije kontinüet un tamm bihen pelloc'h, me zo gan(et) un tamm pelloc'h ene, barzh Pen ar Garont

Pen ar Garont

– Mond a rin c'hoazh, pugur…

Ah ya-ya-ya !

Eh ! Pen ar Garont, me zo ganet ene

– Gurvan neus e, e oto da gass daoñ

[…]

Coat Bras 1, Coat Bras 2, Coat Bras 3

– Ya

N'é ket Coat Bras d'an traoñ ha Coat Bras d'an nec'h é ?

Ah eo ! Ah eo ya-ya ! Ah ya ! Ah eo-eo !

– Ha me zo ba…

An dra-h(e) zo

– Ba Kervinaoued, med Kervinaoued oun 'chom

Ya

– Me(d) Kervinaoued d'an nec'h ha' zo ur Gervinaoued d'an traoñ

Just a-walc'h


– Ha pe-sort mod vé lar(e)t 'vid Coat Bras neuhe ?

Coat Bras…

D'an traoñ out-te !

… D'an traoñ ha Coat Bras d'an nec'h, ya


– D'ar c'hreis ?

Coat Bras kreis ha Coat Bras d'an traoñ ! Ha memes an hin(i)-kreis é Coat Bras ar mark(is), en(e) zo un mark(is) gwich-all ma'hat, sell Coat Bras…

Ur markis ?!

Ya

Oh ya 'ha !

Coat Bras ar mark(is) ! Michañch, ya


– Ha oa un ti bras neuhe pe ur… ?

N'é ket 'ha ! N'é k(et) un ti bras, nann

– Me(d)…

Petram é bet gwich-all, n'ounn ket

– Matress(e) é bet pilet ha…

Daon ya matresse

– Me(d) n'é ket ene oa loch Yann ar C'hoat Bras ?

Ah nann ! Ba-lem (e)moun-m(e) me oa i loch !

Ahaha !

– Ah ya ?! Barzh da di ?!

Ya

Ah ! Ahaha !

Ya-ya-ya ! Me zo ba-lem oa Yann !

Ah ! Te oar 'lem oa Yann, pé na laket… Pet(r)a ?

Ar Sant-Nikolas da gontañ d'i vamm ?

Ya

Ehe ya !

– Da gontañ d'i vamm ?

Ya ! I vamm houll digantoñ un devezh :

« Daon 'ha Yann ! D'o(be)r pe-sort micher 'h i 'è ? »


Ya

« Oh mamm ! Me gav diñ, ar gwellañ micher zo é mond da làer ! »

Ya 'ha ! Ahaha !

« Oh ma mab-kaezh ! Da làer n'i ket a'ha, ma vaotr ! » Oa lar(e)t daoñ. « Ma ! » Lar an hi(ni)-gozh, « me zo 'hond da gaoud Sant-Nikolas ha heñ laro diñ d'o(be)r pe-sort micher 'h i ! »

Ahaha ya !

Ha hemañ hag hastañ-vounnus neuhe mond 'dreus ar parkeier neuhen a-raog 'n-om ga(v)ch(e) i vamm ba-ti Sant-Nikolas ba ar chapel ha 'hond 'dreñw Sant-Nikolas ! Ha p(a) oa 'n-om ga(v)et i vamm ene :

« Bon ! » A lar i vamm daoñ, da Sant-Nikolas, « me 'hat ! Zo deut da bidiñ am(añ) da wel, da houll diganeh d'o(be)r pe-sort micher 'h ey ma mab »

Ha hemañ oa 'dreñw Sant-Nikolas hag a lare :

« Daon 'ha ! Powr-kaezh plac'h ! Ho mab a'h ey da làer ! »

« Oh ! » Lar d(a) Sant-Nikolas 'ta, « da làer n'é ket ur vicher é ! » Lar 'n hi(ni)-gozh

« Eo ! Da làer 'h ey ho mab ! »

« Oh ! »

Sell oa deut an hin(i)-gozh trist d'ar yêr, houzoh walc'h. Ha hemañ tre-ma oa an hin(i)-gozh 'treuj(añ) ar park adarr(e), na troc'het araoki d'ond d'ar yêr neuhen, 'n-ur haloupad 'darr(e) ! Ha p(a) oa e(rr)i 'n hin(i)-gozh ba'r yêr, na goull(et) diga i vamm :

« Ac'hanta mamm ! Bet oc'h barzh ti Sant-Nikolas ? »

« Ya ma vaotr ! Bet oñ »

« 'C'hanta ! Pet(r)a zo lar(e)t dec'h neuhe ? »

« Oh bah ! » Lar 'n hi(ni)-gozh, « lar(e)t so diñ 'h es da làer… »

« Hañ ! Ma ket lar(e)t dit ?! » A lare d'i vamm mo(d)-se

Aha ya ! Ah ya ! Sell oa diskoñsertet an hi(ni)-gozh neuhe !


– Ah ya-ya !

Ya

– Na kime(d) akseptañ…

Oh ! Ma Doue ya ! Ya 'ha !


Eh ! An dra-he oa kontadennou ma zad-kozh ! Soñj a heus ?

Just a-walc'h, ya. Ya-ya !

Heñ ?

Oh daon ya ! Ha heñ a ouïe toud an dra-he, houzoh walc'h. Ah ! Barzh Ker(v)oël na gwraet 'è, houzoh walc'h

Ya

Aha ya, laron dit, ya

– Peus ket joñj deus traou ar mo(d)-se nije gwraet c'hoazh ?

Eo ! Eh ! Pa na lar(e)t, goûd a houz(e)s, houzoh walc'h, pudur na ree keme(d) làerezh an otrou deus Ker(v)oël ahe his-se

Ya-ya ! Làer(e)t


Ha oa prest da sodiñ, houzoh walc'h

Daon ya ! Làer(e)t toud i draou daoñ, ya

Ha hañw, hem(añ) na lar(e)t ha goûd a houz(e)s walc'h na laket 'naoñ in disfi ! Na laret daoñ, houzoh walc'h

Ya ! Lar(e)t na daoñ :

« Dihan a rey 'n hi(ni) zo làer(e)zh ahe da làer(e)zh ! » A lar, « me(d) an niñsel 'tre ma gwreg ha me 'ha ! Na làero ket ! » Lar

Me(d) ka(v)et na ar moien da làer(e)zh an niñsel !


Eh ! Hete na gelvet 'naoñ hag a na lar(e)t daoñ :

« Bon Yann ! Pardoniñ a rañw 'han(ou)t (ne)met-hag a lakad a rañw un disfi dit-te da làer(e)zh an niñsel 'tre ma gwreg ha me 'benn an noñs so e(rr)i ahe his-se ! »

Ya ! Ya

« Ma res ket ! » An-hin(i) a lar, beñ daoñ pass 'tre i wreg ha hañw, « n'o ket (ne)me(d) ar marw evitout ! Hag… »

Ya

« … Ha ma galles tap an niñsel » lar « 'tressomp » lar « eh beñ e vi pardonet ! »

Ya

Sete hem(añ) na joñjet neuhe :

« Me zo 'hond da zibarrassiñ deus hezh pell ! Ha pudur meus laket 'naoñ… »

Rôet na da gompren daoñ

Da gompren daoñ, sete na lar(e)t d'i wreg kara :

« Bon ! An noñs-mañ teuy… »

Yann ar C'hoat Bras

« … Yann ar C'hoat Bras ! » An-hin(i) a lar, « me zo hond » a lar « da zistoupiñ 'naoñ ha… »

Ha hañw ha tap i vujul hag ha prepariñ i vujul, houzoh walc'h, 'tal i wele hag à ho(r)tos, houzoh walc'h

Ya

Sete ne gouske ket ! Sete e(rr)i oa ur momed na klêt trous, pu(d)ur oa goulou (e-)bed ! Ha hemañ gad i vachin-plous, pudur, houzoh walc'h

Na gwraet ur paotr-plous

Na gwraet ur paotr-plous ba beg i skuberr'nn daoñ da veañ un épouvantail

Ya-ya

Sete hemañ na gwel(et) :

« Daon ! » Lar, « e(rr)i é » 'n-hin(i) a lar

E(rr)i é, ya

« Mad (e)ma, surveilh ! » 'N-hin(i) a lar, « gwel(et) meus i benn ! » An-hi(ni) a lar « hag a (e)ma-ñ à selled deuhanomp kousked ! Gwraet ma mod da gousked 'ta ! » Lare

Sete na gwraet an dra-h(e) diw pe deir gwich

Ya !

Sete an deir gwich na lesket 'naoñ un tamm uhelloc'h hag a vouje ket kin ha hemañ 'ha paotr-kaezh ! 'Plak-dao-dao' ! Hag a rey 'è… Ha hem(añ) ha lesk ar paotr-plous da goueo war an dou(a)r hag an dra-he na gwraet un drous, houzoh walc'h

Ya-ya !

« Ah ! » Lar-hem(añ), « bet meus 'naoñ ! » 'N-hin(i) a lar, « mad (e)ma 'ha bremañ ! » Lar, « gwel(e)t (v)o 'benn arc'hoazh-vint(i)n »

Kar yin a oa an amzer ken a oa !

Ya, eo ! Deut oa da wel(e)d !

Oa ket deut 'ta, go(r)tos ! Oa ket deut dizhtu !

Ah nann

Koueet a oa ! Hag a hañw da gousked ! Me 'h a da lar(e)d ar mod lare ma zad-kozh

Ya-ya-ya !

Sete neuhe hemañ ba i wele, me(d) goude kreis an noñs so deut d(a) joñj daoñ :

« 'Benn arc'hoazh, me zo kap da veañ tapet-fall ! Ma vé ka(v)et hezh ahe his-se… »

Maro ya !

« … Maro, ur bern sirkoñstañsou, red é diñ » lare d'i wreg « mond a rañw d'o(be)r un toull 'e ba'h ar jerdrin a(ho)nt ar hi(s-ho)nt ha da blantañ 'naoñ ahe mo(d)-se » Lare

N'o ket gouïet sort e-be(d) !

« N'o ket gouïet mann e-bed ! »

Set' ha hañw 'ha paotr-kaezh ! 'Hond da daped ha' 'wel(ed) ur… Pudur, houzoh walc'h ha sklêr oa an tamm ar loar ! Me(d) heb beañ re 'è

Ya-ya-ya !

Hag a wele war an dou(a)r ur pezh, un'… 'Velt un dèn kwa !

Ya-ya-ya !

Ha hañw 'hond neuhe ga i biloch(e)d da greusañ ba'h ar jerdrin d'o(be)r un toull da lakad 'naoñ ! Me(d) daon ! Heñ oa, an dra-he na, na ree ket buan 'ta hag…

Ha na ket gwraet an dra-he ken vounnus 'ha nann !

Hag ar c'heid-se oa bet hemañ 'hond ba'h ar jerdrin, houzoh walc'h, hemañ zo deut neuhe ba'h ar gambr !

« Oh ! Yin é maes ! » 'N-hin(i) a lar, « skorn zo »

Hag a Yann à pakotañ 'n niñsel en-dro d'i zoworn

« Oh ! » Lar d'ar plac'h amañ hi-mañ, « ken yin é ! » 'N-hin(i) lar, « skorn(iñ) a ra an amzer ! » 'N-hin(i) a lar, « red é din dond da 'n-om dommañ » 'n-hin(i) a lar, « 'benn delc'hen ! » 'N-hin(i) a lar

Ya

Hag ha tespugn an niñsel hag ha reiñ un droiad c'hoazh 'zhpenn d'ar wreg 'benn mond ahane ! Aha ! Hag a hañw ahane ga an niñsel !

Ya, ar mestr so deut

Ar mestr so deut neuhe 'darre ha oa ket e(rr)i mad maes ha é deut 'ta d'o(be)r ga'r memes komz, da lar(e)d :

« Yin é ! Yin é ! »

« Non de non ! Daon ! Heus ket bet amzer 'ha ! » Lar

« Da gaoud riw » lar

« Da gaoud riw ! » 'N-hin(i) a lar, « daon ! 'N-om dommet a heus amañ hi-mañ ! » Lar, « daon ! Goûd a houz(e)s pet(r)a heus gwraet diñ ! » Lar, « ha 'n-om dommet a heus ! »

« Pet(r)a ?! » Lare-hemañ, oa 'n-om ga(v)et soueet, « daon ! Me n'on ket, sur 'ha ! » Lar, « me zo un hanter-eur zo maes dïannañ ! »

Eh ! Ha hañw ha klask an niñsel, me(d) ene oa (n)iñsel (e-)be(d) kin !

Oa (n)iñsel, aet a oa ! Ahaha !

Me(d) hezh ouïe kontañ… Bon ! Pe-naos a oa da jeu-te neuhe ?

Daon ! Mo(d)-se 'è, ar mo(d)-se

Ar mo(d)-se 'è ?

Ya-ya-ya !

Ya !

Pugur, me(d) me ma kompren(et) lar oa deut da wel ar paotr-plous hag ar c'heid-se…

Daon n'é ket ! Daon neuhe, houzoh walc'h

Ya

Ma nije gwel(et) ar paotr-plous

Ya ! Neuhe nije gouïet a oa, oa ket mad, houzoh walc'h

Oa ket mad, me(d) gwel(et) na…

Med aet, aet, aet d'o(be)r un toull a-raog, ya

Aet oa d'o(be)r, aet oa d'o(be)r un toull ! Na ket gall(e)t echüiñ o(be)r 'naoñ !

Nann, nann-nann-nann !

Me(d), me(d)… Ah ! Me lar dit !

Ar c'hei(d)-se igil(e) oa bet digourdi d'ond da dap(ed) an niñsel !

Daon ya ! Hemañ na gwraet, houzoh walc'h, kalz a droiou mo(d)-se

Oh ya !

Pudur un devezh-all, houzoh walc'h, a oa… A oa c'hoazh ! Ha un' 'è 'passeal 'hond ga an hent ! Ha Yann oa laket ba'h ur sac'h !

Ah ya ! Bet meus bet klêt hoñzh, ya, 'è. Ya-ya !


Yann oa laket ba ar sac'h bord an hent ! Oa tapet ga un' m(e)nnañket hag a hemañ a lare :

« Ale ! Me zo 'hond da veuiñ 'han(ou)t ! Ar mo(d)-se vefomp trankil deuh-ouit ! »

Hag a hañw 'hond d'ar yêr, lakad 'naoñ deja ba ar sac'h hag ha 'h eren 'naoñ ! Hag é aet d'ar yêr da glask ur poues

Ya, da lakad ba'r sac'h

Da lakad ba'h ar sac'h, ar mo(d)-se chomeche ba foñs ar poull ! Sete c'heit-h(a) é bet ha hem(añ) oa bord an hent ene, ereet ba'h ar sac'h, oa ket 'vi(d) mond ahane. Sete hemañ, ba ar sac'h, neus klêt ur, un' 'tond ga i wetur ! Un tamm gwetur ahe his-se hag a ree, oa ur c'hloc'h deuh ar wetur ha…

Ya-ya

Pudur oa 'tond deuh ar voar deuh Uhelgo(a)t, hezh a'h ee d'ar voar da Uhelgo(a)t da werzhañ tammou traou hag a…

Ya-ya-ya-ya !

… A-gement sort oa toud ! Hag a hemañ ba'h ar sac'h a lar :

« Nann ! N'in ket gati ! N'in ket gati, 'n in mod e-bed ! Meus ket c'hoant d'ond ! »

Sete hemañ zo 'h arretal ha neus goull(e)t digantoñ :

« N'i ket gati, n'i ket ga piw ?! »

« Oh ! Ar roue Kerbrat ah(e) zo 'h essañ lakad 'ha(n)on d'ond ga i verc'h ! » An-hin(i) a lar, « pudur » a lar « kaou(d) a ra diñ (e)ma 'ho(r)tos ur bugel ha n'eus tad e-bed ! Hag a (e)ma à'h essañ forsiñ 'ha(n)on d'ond gati ! »

Ha hoñ(zh) oa ur bleumpenn, paotr-kaezh !

Ya 'ha !

Ken a oa ! Hag a :

« N'in ket gati ! Lar(e)t neus diñ (v)o toud douar Kerbrat diñ ma 'h añw gati ha me oar pet(r)a toud ! »

« Ah bon a'ha ! » 'N-hin(i) a lar, « daon 'ha ! Me(d) mé-ker(e)s » 'n-hin(i) a lar, « me 'h a da ziseren ahan(ou)t ha me 'h a ba'h ar sac'h ! Me 'h efe gati walc'h ! Ha te gemero ma c'harrigell »

« Oh ya 'ha ! » Lar, « kar me 'ha ! Meus ket c'hoant d'ond ! »

Sete hem(añ) à tiser(en) ar sac'h, Yann neus gwraet ur lamm a-maes hag ha laka(d) hemañ ba i blass hag ha eren ar sac'h, ma haotr-kaezh-mañ ! Hag à hond ahane

Ga i garr bihen

Sete hem(añ)-all, p(a) é deut, houzoh walc'h, n'é ket chomet da jilou pet(r)a lare-hem(añ), na, na sort e-bed !

Nann-nann-nann

Na tapet-krog ba'h ar sac'h hag ha sklapal 'naoñ ar hirrañ ma galle !

Ya aha ! Ba'r poull !

Ga'r poues ha-toud ba'h ar poull ! Set' ar mo(d)-se :

« Ah ! Deus hem(añ) on trankil bremañ ! » 'N-hin(i) a lar, « me 'h a da ziskiñ 'naoñ » 'n-hin(i) a lar « beañ 'làer(e)zh mod a ra ! »

Ya !

Hag ar sul war-lerc'h neus gwel(et) 'naoñ ba'h Uhelgo(a)t 'darre ! Hemañ neuhe ga toud an traou, ga'r c'harr bihen à werzhañ traou hag à hopal d(eu)s an dud

Deus an dud, ya

« Daon ! Te 'n-hi(ni) zo ahe Yann ?! »

« Oh ! Mond a rañw da remersïañ 'han(ou)t ! » 'N-hin(i) a lar, « an di-all ha sklapet 'ha(n)on ba'h ar poull » 'n-hin(i), « domaj é ha ket sklapet 'ha(n)on un tamm pelloc'h c'hoazh, kar gwel(ed) a res toud an owr meus gallet kaoud ! Añfin toud an traou oa ba'h ar poull ! »

Ya-ya-ya ! Ya

« Ah ! Ma hije sklapet 'ha(n)on… »

« Ah ya ?! » Lar-hemañ

« Oh fi ya 'ha ! Ma bec'h oa deut ganiñ maes ! »

« Vefes ket kontant » lar-hem(añ) « da sklapal aha(n)on-m(e) è » lar « da wel(e)d ? »

Hete ha hañw oa deut i wreg neuhe (a)ssames gantoñ

Hañhañ !


Hag a p(a) oagn e(rr)i barzh bord ar poull, hañw na lar(e)t d'i wreg :

« Ma weles aha(n)on » 'n-hin(i) a lar « sevel ma dorn, pa vin sklapet ba'h ar poull, eh beñ ho keme(d) dond d(a) choukour (a)ha(n)on, neuhe an dra-he sinifïo lar vin ket 'vi(d) digass an traou toud ganiñ. Setu (v)o red dit dond da joukour (a)ha(n)on da chech an traou ! »

Da chech an traou, ya, da-heul

Ya ! Me(d) hezh, houzoh walc'h, pa oa sklapet ba'h ar poull ga Yann, eh beñ oa 'hond da vougou, houzoh walc'h hag na c'hoant da lar(e)d d'ond da chech anaoñ maes, n'é ket 'vid cheched an traou a(ho)nt

Ya, n'é ket da cheched an traou a(ho)nt

Ha houm(añ) a lar :

« Hasta buan ! Hasta buan 'ta ! » Lar, « chet ahan(o)n-m(e) 'è ! N'é ket 'vi(d) digassed toud an traou gantoñ ! »

Ya

Sete oagn sklapet o-dow ene, sete…

O-dow barzh, ya

Goud(e) oagn bet trankil, houzoh walc'h

Ah ya, aha ya !

Oh ! Me meus bet klêet !

Eh ! Me(d) an dra-he oa kontadennou ar re-gozh gwich-all !


An dra-he oa kontadennou !

Ah ya-ya-ya !

– Me(d) just a-walc'h, ahe pezh peus kontet oa ar pezh pa kontet ar wech divé

Ah ya ?

– Toud, me(d) pa ket klêet mugnoc'h c'hoazh 'vid ar pezh oa lar(e)t am(añ) ? 'Vid Yann

Yann ar C'hoat Bras ?

– Yann ar C'hoat Bras, pugur pa lar(e)t oa, a bade ar gontadenn un eur-hanter, ga da dad-kozh

Daon ya 'ha !

Beñ ya !

Pwah !

Élise neus ket lar(e)t 'hat toud pezh a oa !

Oh ma Doue !!!

Oh ma Doue nann ! Meus ket joñj 'è

Ma Doue toud ?! Meus ket lar(e)t da, da, da…

Pwah bah-bah-bah ! Oh fei nann 'ha !


Eh ! Ahe heñ na, heñ na bet gwraet ur bern…

Ya paotr-kaezh !


Heñ ?

Oh ya 'ha ! Oh ya !

Eh !

Beñ ya !

Hag a, ha vije an dud ah(e) digor o ginou gate 'chilou

'Chilou ! Daon ! Gwich-all 'h ee an dud da di 'n eil ha igile deuh an noñs da gontañ kontadennou mo(d)-se !

Ya

Ah ! Fei 'ha ! Me lar dit

Hag a vijomp à'h essañ klêed pe-naos vije la suite !

Daon ya !

Houzoh walc'h

Ya-ya

Hag a…

– Ya-ya-ya

Ma daon ! Ha gwich-all oa ket a jeuiou na machin, me(d) daon ! Traou mo(d)-se oa hañ ! Houzoh walc'h

– Ya-ya-ya-ya


Beñ ya

– Ya, just a-walc'h, me(d) an dra-he (v)o… Sterd é kaoud 'nê bremañ !

Ya ! Ya, pugur an dud 'n-on interessont ket deus traou mo(d)-se kalz kin 'è

04/01/2018

Bouteier-koat, rokedenn, brozh, loerou-gwlan ha traou brodet

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ga M. deus Kolloreg ha Ch. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Pierre-Yves
Ch.
M.




– Me meus gwel(e)t ma mamm-gozh ga koef Kolloreg

Ya

Braw hañ !

– Ha houzh, houzh so bet gwisket mod peïsañtes

Ya !

– Beked fin hi buhe kwa !

Ya

Ya !

– Na-hi un tavañcher…

Ya

Taveñcher…

– Du

Du ! Ya

– Ga traou brodet…

Ga'r rokedenn, wechou brodet ahe, ar rokedenn meñchou bras ah(e)

Ya

Braw ah(e), an dra-h(e) oa braw hañ !

– P(e)-sort mod peus lar(e)t e brezhoneg ?

Ar rokedenn !

– Ar rokedenn ? Ah ! Ah(e) zo ur ger ha n'anveen ket… Rokedenn ?

Ar rokedenn vïe gwraet deus la veste ma peus c'hoant kwa ! Deus ar… Deus an dilhad-peïsañtes !

– Ha war-horr(e) vïe laket an tavañcher petram… ?

Ah ya ! War, war ar sae kwa !

Me(d) ma, ma peus c'hoant d(a) wel(ed) un', me meus un' eñstalet ba…

An taveñch(er) vïe lakeet war-gorr(e) ar jupenn ah(e)

Ah ya !

Deuh an dra-h(e) vïe lar(et) ar vrozh !

Oh ya ! Ar vrozh !

An taveñcher vïe lakeet war-gorr(e) ar vrozh

Ha, ha c'hoazh vïe daw o(be)r, goûd pe-sort mod renk an dra-he c'hoazh !

Ya ha go(ude)-se neuhe vis(e) lakeet ar rokedenn

Hum !

– Pezh meus joñj, ma mamm-gozh na blew hir blamour na…

Ah ! Dam d(a) lak ar c'hoef !

Ah ! Blam d(a) lak ar c'hoef !

– Ya, me(d) gwech-all ar re-gozh yeent ket da droc'h o blew 'nê

Ah nann !

Nann-nann

– Sete vïe 'vi(d)…

Ah ya !

Ya, me(d) go(ude)-se ar re-h(e) vïe despunet ba-dreñw ahe, vïe un tamm pakad ah(e), p(e)t(r)am vïe gwraet un tamm machin rond ahe ba-dreñw ah(e)

– An dra-s(e) oa toud « une cérémonie » da…

Ah ya !

– … Da lakad ar c'hoef da vitin

Oh wei male(ü)r(u)s binniget binniget !!!

– Ha fi peus gwel(e)t tud, an dud-kozh 'h o(be)r an dra-he 'è ?

Ya, me(d) mé zud !

Me(d) gast ! An dra-he meus ahe 'ha !

– Ah !

Ha mé zud 'e

Mé mamm oa-i ket bet (ne)me(d), (ne)me(d)…

Peïsañtes !

Me(d) nann !! Pugur oa-i bet ar bla(v)ezh-te raog oa-i marw, oa-i aet da Ba(r)is ! Da, da eur(e)d ur paotr… Beñ he merc'h-vihen kwa ! Ha oa-i aet peïsantes ! Ha me lar doc'h un' braw-chik ah(e) war ar foto heñ ! Mé mamm peïsañtes ! Ga he goef brod(et) hag he…

Ur c'holier brodet

Hag a, hag he c'holier brodet !

Gwraet ga'r c'hroched

Ah, me(d) tull ! Tull brodet !

Tull, ya me(d) tull oa, ya, an dra-h(e) vïe…

Tull brod(et), me(d) an dra-he n'é ket ar c'hroched heñ !

Ya gast 'ta !

Ah nondidïe ! Me zo gwraet, me meus gwraet un' ! Me meus gwraet ur c'holier ! Me zo bet é teskiñ ar broderezh ga Pascal Jaouen ba, ba Karais ! Ha meus gwraet ur, ur c'holier tull brodet pé oan ba'r skoul gantoñ ! Ah ya 'ha ! Traou-all meus gwraet ha meus gwraet ga un taveñcher deut deus, deus… Deus Poullaouen, pugur mé dud-kàer, ha ma kemer(e)t 'nèoñ ha ma hadgwraet 'nèoñ en-dro toud 'vel gwech-all ! Ya

– Hag ga, ga'r merc'hed gwech-all vïe, pe-sort mod vé lar(e)t, ur sae vé lar(e)t deus an dra-he, petram ur vrozh ?

Ur vrozh !!! Ur sae, vïe ket lar(e)t, sè…

Sè nann, ur vrozh !

Ur vrozh !

– Me(d) 'benn vïe tomm an amzer, vïe ket ?

Mem-mod

Ah ! Ingal !

Hag ur loerou gwlan du pad ar bla toud !

Ingal !

Hag a…

– Ah boñ ?

Ha re brêdet ah(e) ga gwlan du 'e, vïe livet ar gwlan ha vïe inkard(et) ha neet ! Ha go(ude)-se neuhe, raog an dra-he neuhe, vïent livet ! Vïent birvet 'bar(z)h vïe lakeet ar liw ! Ha vïe birv(et) ba ur mell chidour(e)nn ah(e) ! Hag vïe lakeet an dra-h(e) d(a) sec'h(añ) ha goud(e)-se vïe inkardet ha go(ude)-se neuhe vïe, vïe neet kwa ! Neo gwlan !

Inkard(et) ?

Inkard(et), ya 'ha ! Gou(de)-se neuhe, laron dec'h, vïe neet

Me meus mé inkard papred ! Me m(eu)s un' ba, ba'r halatras !

A hallef(e) be, ah ya !

Ah me meus un' papred heñ !

Ar…

Me zo moien din inkard(añ) gwlan !

Ar c'harr-neo-gwlan !

Ya, me meus un' !

– Me(d) 'vi(d) kaoud gwlan vïe daw kaoud deñved

Me(d) ya !


Ah ya ! Me(d) deñved oa !

Oh ! An dra-he oa tamm partoud !

Ah ! Deñved oa, oa dre-ah(e) 'ha ! An dud na deñv(ed) ha gou(de)-se 'vid ar…

Un hanter brassañ deuh ar c'hêriou oa deñved

Ha 'benn gwerc'hiñ tamm, tamm gwlan deñved 'ta… Ma ! Me lar doc'h !

An dra-h(e) oa sterd !

An dra-he oa, an dra-he oa un dra, c'hwi oar walc'h

Ha c'hwezh kreñw gate…

Oy ! An dra-h(e) oa un dra d'o(be)r heñ ! Kar me lar doc'h ar gwlan pé vïe, pugur vïe de[ñved], touset an dañvad ! Fin 'h ee dru ! He(zh) oa dru !

Ha leun a low barzh…

Ha leun… Oyow-yow-yow !!! Oyow ! Oh fin Doue ! Ha laket-hezh ba'n dour-domm… Ha me n'ounn ket pet(r)a vïe lakeet… Lessiv mechañs !!!

Lessiv ha neuhe…

Lessiv ha beb-sort toud !

Sañwon-Marseille

Sa… Ya, sañwon-Marseille, ah !

P(e)tram sañwon bras !

Oyoyoy !!! Me(d) lod lakè c'hoazh me[me]s, memes matrehe ludou c'hoazh, matrehe oa ket fall 'e ! Ar ludou oa ket fall heñ !

Ah(e) meus ket bet gwel(e)t

Ah yao-yao-yao ! Me meus gwel(e)t ! Me meus gwel(e)t 'h o(be)r ga ludou

Ya ha tenn, ha tenn an dra-he deuh, deuh an dañv(a)d goud(e)-se

Ya, me meus bet gwel(et) 'h o(be)r, surtoud pad ar bres(e)l ! Pé vïe ket ka(v)et sañwon kin ! Me(d) peus ket joñj deuh an dra-he (aha)noh 'Git ?!

Nann ! Nann, me meus ket gwel(et) an dra-h(e)

Me(d) vïe ket, vïe ket ka(v)et sañwon (ne)med pass kalz ! Ha vïe daw gwerc'h(añ) an dilhad ha vïe laket ludou ! Ha vïe laket ludou ba'r lessiveus ha vïe…

Bugad a ree-parti !

Ya-ya-ya-ya ! Ga ludou ! Pad ar bres(e)l, pé oa ket, pé vïe ket ka(v)et re sañwon kin kwa heñ ! Gou(de)-se ga pet(r)a vïe gwraet sañwon ? Beñ gast ! Ga soaw ga… Me meus gwel(et) mé zud 'h o(be)r sañwon, me(d) mé mamm 'h o(be)r sañwon pé vïe laet ar pi-moc'h ga an druon(i), ar…

Ar lard ?

Ar lard, vïe ket implijet re kwa heñ !

Ah nann !

Ha vïe lakeet, ha vïe laket-hezh d'o(be)r, ha vïe gwraet sañwon gantoñ ! Me meus gwel(et) an dra-h(e), me m(eu)s gwel(et) 'h o(be)r an dra-h(e), me meus gwel(e)t mé mamm 'h o(be)r, 'h o(be)r sañwon ga'n dra-h(e)

– Sete vise l(o)ereier gwlan du peus laret hag a…

Ah ! Vïent ket du ! Ar lo(e)reier vïe gwlan gwenn, me(d) livet ha…

Ya, go(ude)-se 'n-heñi vegn livet ato !

Ha pad ar bresel, oh male(ü)rus ! Ur wech, me oa ba'r skoul ha oa gwraet ur loerou din ga gwlan-deñved kwa ! Ha oa-ñw livet ! Daon ! Ur liw ! Gwer ! Ha me, ah fei Zoue ! Me lar :

« Ah ! Brem(añ) (e)mamp fichet ba'r skoul ga ur lo(e)reier livet gwer ! »

Oh ! Beb-sort liwachou toud !

Nann, du é neuhe…

Ah ! Nann-nann

… Meus bet gwel(e)t 'è

Ya, me(d) ya, me(d) nign oa bugwal(e) !

Ya-ya

Vïemp ket laket…

Nann ! Nann-nann-nann ! D'ar re-all a-raog, ya

Vïemp ket laket ga, ga, ga lo(e)reier du ! Sete oagn livet gwer !

Oh ! Ur boutou-koat ga'n dra-h(e), ba ho treid

– Ah ! Boutou-koat vise ga'n dud ?

Ya, koat toud ! Ya

– Ah boñ ?

Ya

Ya, gou(de)-se neuhe, pugur vïe…

Ga'n tachou ba'n dan !

Ya ! Pugur vïe ket laket kaoutchou !

Ah ! Ba-neuhe oa ket ar mod ar c'haoutchou c'hoazh !

Ah ! Me(d) me lar doc'h c'hoah, me(d)… Ah ! Me(d) an dud oa powr d'ar mar(e)-t(e), pad ar bresel, nign oa ba'r skoul pad ar bres(e)l ! Ha ga bouteier-koat, oy ! Ha vïe ket arc'hant da brenañ boutou-koat ha goud(e)-se vïe uset-toud ar boutou, ar boutou-koat ! Ha an dra-h(e) ree mem-mod 'vel ur… Oh maleürus ! 'Benn-neuhe me…

Ar re-h(e) teue d'us(añ) p(e)tram da faout(añ) !

Oh ya ! Ah ! Me lar doc'h vïemp ba beb-sort estremite !

Ha go(ude)-se wechou neuhe pé vïe ket aes dê, vïe lakeet un orjelenn en-dro d'ar votes da zarc'hen 'nê feurm

Ah ya !

Petram vïe troc'het ur voues(t)ad-petits pois, ur voues(t)ad…

… Koñserv !

… Koñserv ha ga'r broudou neuhe vé…


… Vé, vé…

… Lak(et) an dra-he en-dro d'ar votes !

Ya ! Ha ga, ga'r ouest-koñserv vïe renket ar boutou-koat

– Ahe peus lar(e)t : « Oh ! Ma Doue ! Ba pe-seurt estrimike vïen ! »

Ahaha !

– Pe(tr)a sinifi an dra-he ?

Ahahaha !

– Peus ket lar(e)t an dra-he ?

Eo ! Ba p(e)-sort estremite, ya

Wei ! Ba pe-sort estremite vïemp

– Ah !

Me(d), me(d)…

Vïer fichet ba'r skoul

Pad, pad, pad ar bresel pé oamp ba'r skoul, vïe ket ka(v)et nitra (e-)bed na dilhad na, na nitra ! Bouteier, un tamm bouteier-koat vïe kwa 'è ! Pugur vïe, vïe gwraet ar bouteier dre ahe his-se, me(d) ar re-he gous(t)eè kér ha gou(de)-se vïe uset !

Ya, me(d) ba Kolloreg ahe vïe gwraet deusoutoñ ha Plonee vïe gwraet 'e

Gou(de)-se ar re-h(e) vïe uset male(ü)rus binniget ! Me(d) me lar vïemp, nign, nign oa ba un estremite, ya ! Lod ba'r skoul, ya, beb-sort oamp ba, ga lo(e)reier gwlan-deñved

Me meus ur foto deuh ar Pont-Penity ga ma boutou

Ehehe…

Hag a 'ma ar vigwal(e) ba'r raog ga bouteier-koat


Ya ha chaossetennou ha oagn… Me meus choñj lar ma, ma bet ur re ha' oa gwraet din ga mé…

Gwraet ga dow-tri liw

Ya ha oagn gwer… Ah fei ! Ma ket bet gwel(et) raog, ar liw-te morse ! 'Baoe meus ket bet gwelet c'hoazh ! Me(d) boñ… Ar bresel oa heñ !

– Ha ganoc'h neuhe vïe ket boutou-lèr petram… ?

Boutou, bouteier-lèr ?!

– Klakou matres(e) vïe 'vi(d)… ?

Ya

Ah ya ! Klakou

Ar re-he oa deus…

… 'Vi(d) ar sul !

'Vi(d) ar sul

– 'Vi(d) ar sul ?

Ar re-he vïe darc'het d'ond d'an aver(e)nn !


Ah, me(d) ar re-he vïent kim(ed) darc'h(et) d'ond d'an over(e)nn !

– Ah boñ ?

Ah ya ! Ha, ha mod-all vïe kim(ed) bouteier-koat !

Bouteier-koat, ya

Ha lod vïe digass(et) 'è foenn dê ha plous da laken barzh

An dra-h(e) é torchou !

Torchou, torchou… Ya, plous laket…

Torchou ga, gwraet ga plous-kerc'h !


Oh male(ü)rus !

Ar re-h(e) oa ar gwellañ !


Oh male(ü)rus din !

'R re-h(e) oa ar plous ha' oa doussoc'h kwa ! Oa ket ken…

Ya-ya

… Ken kaled

Med ar bouteier-lèr tàent kim(ed) pé oa ar sul-bleuniou. Ar sul-bleuniou, an dra-h(e) é dimanche des rameaux ! Ar sul-bleuniou, an de(v)ezh-te, forz penvar(e) oa deuh ar bla, pugur an dra-h(e) voa arrivet ga Pask, forz pe-sort mod : Ar boutou-lèr vïe bet lakeet goud(e) vïe bet 'h o(be)r…

Erc'h war an douar

'Hond da skorn(añ) an amzer ! Ar boutou-lèr ha ga chaossetou gwenn

Gwraet ga toullou ahe barzh, sell

Ya

Brêdet ga'r re-gozh gwech-all

Eh ! Eh, an dra-he oa fil d'Écosse ! Chaossetou en fil d'Écosse !

Oh ya, me(d) n'eus ket loer ga gwlan 'e

Ya, me(d) en fil d'Écosse oa ahe, supérieur !

Hag ar baotred vïe lakeet un tamm bragou-berr dê ha ur boutou-lèr sir(e)t ! Ha ur loerou gwenn war an dra-he ha gwisket-braw neuhe kwa !

Ya, 'vi(d) ar sul-bleuniou !

'Vi(d) ar sul-bleuniou ! Hag ar merc'hed vïe lakeet ur jup dê

Ah ya ! Forz pe-sort amzer oa

Forz pe-sort amzer vé

Tomm pe yin : Ar boutou-lèr ha fichet mem-mod 'vel ma vïe deut an hañw, gou(de) oa ar goañw…

– Ha vïe ket 'n dud dïerc'hen wechou 'benn vïe tomm 'n amzer ? 'Vid bud aessoc'h da labourad ba'r parkeier

Oh ! Oh nann, oh nann !

– Ar vugwal(e) ?

Vïer ket 'vi(d) mond dïerc'hen ba'r parkeier…


– Ah nann ?

Ar vugwal(e) 'h ee da haloup(a)d dïerc'hen hañ ! Me(d)…


Oh ma Doue !

An dra-h(e) so labour(a)d !

Yao michañs ! Dïerc'hen 'h eemp alïes a-walc'h, pugur é koll(et) hor bouteier ganamp, pé vïe 'n hañw ! Me(d) an dra-h(e) oa deuh an hañw ! Me meus choñj, ah(e) zo bet, ah(e) vïe cheu me lar doc'h ! Pé vïe koll(et) ur boutou, me lar doc'h pé… Ma pïe koll(et) ho poutou, ah fei Zoue hall ree doc'h lar(ed) lar vïeh, lar pise bet ur roust pe…

Ha lar é dec'h kaoud 'nê 'benn teueh d'an ti

Aloñ boñ ! Ha n'ouoh ket pet(r)a na… Ni ree beb-sort traou toud ! Pugur ur wech, me(d) an dra-h(e) oa, pugur oa mé, mé breur(e)d yowank, oagn c'hoa(r)i ! Ha oagn 'n-im laket, an dra-h(e) oa pé oa e(rr)o an avalou ! Ha oagn 'n-im laket d'o(be)r ur forn da boai(ad) avalou, sete oa klas(ke)t un neubeud mein ha oa gwraet ur forn ! Ha lak(et) an tan ba'r forn ! Me(d) ar mein, an dra-h(e) oa ket re, sete ar moge(d) 'h ee hag an tan n'ee ket. Un' lar da mé breur :

« Lak ho palto dé zarc'hen ar forn ! »

Ha hemañ lak e balto ha ba'r forn da boèi(ad) an avalou, devet ar palto !

Ar palto, ahaha ! An avalou oagn ket poazh sur…

An avalou oagn ket poazh, sur ! Me(d) ar palto

Devet

Devet. Ah fei ! Ene oa… Ahe oa bet ur voutik pé oa deut ar paotr d'ar gêr, dev(et) ar palto… Ah ya ! Ha sete mé mamm lare dèoñ :

« Me(d) piw na lar(e)t doc'h o(be)r an dra-he ?! »

Pugur na lar(e)t din ha heñw a lar un' brassoc'h 'vitoñ, he(zh) oa bet finnoc'h pé… Ah ! Me(d) n'é ket hezh na lak(et) e balto

Lar(ed) d'ar re-m(añ)-all 'h o(be)r 'n-heñi na gwraet !

Ha lar(e)d d'ar re-m(añ)-all 'h o(be)r, pugur oa, oa-ñw berr, oa-ñw bihannac'h ha hemañ oa bet sod walc'h da lak e balto, dev(et) ar palto ! Ha vïe kime(d) traou ar mo(d)-se… Wechou-all vïe koll(e)t ar bouteier ! Ah ! Me lar doc'h, me(d) nign, nign oa powr !

– Ma mamm meus klêt lar(e)d alïes : Yann-Seiteg

Ya gast !

Ah ya ! An dra-h(e) vïe lar(e)t !

Ya-ya, ah ya, ah ya !

Heñ n'é kime(d) ur Yann-Seiteg !

Ya

Ya-ya ! Me(d) an dra-h(e), an dra-h(e), ur Yann-Seiteg, me(d)… Me(d) lod oa re-fin 'è 'vi(d) kemer(ed) ar re-all 'vi(d) Yann-Seiteg ha laka(d) 'nê d'o(be)r beb-sort traou toud !

02/01/2018

Ar perien 'tond da glesk an alujen

Blavezh mad dec'h !

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet 'zhpenn deg la so ga Pierre-Yves Kersulec ba-ti A. ba Lokarn. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Hag a barzh ho pro doc'h, ba Lokarn amañ, daoust hag a vese losket ur skudell war an daol 'vi(d) ur c'hlasker-boued petram tud ?

Ah ya ! Tud… Ar pe(r)ien vise gwraet deus 'r reñ-s(e) !

– Pe-naos ?

Ur pe(r)ien 'tond da glesk an alujen ! Ya ha sè ! Zo pe(r)ien ba toull-an-nor as(e)

– Peus soñj petra lare ar pe(r)ien ?

« Voien zo din da gâd un dra m(e)nneket ? »

Ha vise lar(e)t dê :

« Ya ! Deut ba'n ti ! »

Wechou vise an dud 'tibiñ o lein, g(oûd) walc'h ret, petramant 'tibiñ o mer(e)nn ha vise lar(e)t dê dond deus taol ha vise ràet dê da zibiñ 'e, 'vel vise gad an dud. Petram ma 'n-om gowent ha vise ket an dud 'tibiñ na mann e-bed vise ràet bara dê ha kig d'ond gante !

– Ha ar wech na bet ur, ma vise ràet traou daoñ mo(d)-se, petra lare doc'h 'vi(d) remersïañ 'han(o)h ?

Hañ ! Lar(ed) ree dac'h :

« Bennezh Toue dac'h ! »

– Bennozh Tou(e) doc'h ?

Ya, bennezh Toue dac'h

– Ha as(e) oa toud ? Lare ket nitra 'zhpenn ?

Nann ! Nann-nann, lare keme(d) se :

« Bennezh Toue dac'h ! Ha chañs dac'h gant hoh loned ha ho tud ! »

– Ah !

Ya

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog