23/04/2018

Keseg tik, saout buch ha labour forz pegement !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Brennilis, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
A.



Gwech-all me ma ur gaseg kozh, pé oa ba Ponvel du-he ha ma zad lare din :

« Ale ! Kèh da fres(ed) an, an id war-lerc'h ah(e) ! »

« Ah ya ? » Me lar déoñ

Me(d) me ma kime(d) ur boutou-koat neuheñ, brem(añ) vé boteier !

« Ah ya ! » Me lar déoñ, « me(d) me 'h a war-gein ar gaseg ! » Me lar déoñ hañ !

– War-gein ar gaseg ?

War-gein ar gaseg heñ !

– Ah ya

Ur gaseg oa-i, añfeñ ur ga[seg], diw gaseg oa, me(d) un' vise laket din, houzh oa aessoc'h 'vi(d) oa ar re-all

– 'Vid mond d'ar park oa ?

Ya, ah ya ! 'Vi(d) fres(ed) ar pa[rk], an id war-lerc'h a vïe hadet !

– Ah ya ? War-gein ar chô ?!

Ah ! War-gein ar chô, ya !

– Ah ya

Eh ya !

– Ma klêt lod lar(ed) an dra-he 'e, me(d) pa vijent 'hond d'ar park pe 'tond d'ar park kwa !

Ah ya ! Oh ! Me 'h ee war o c'hein 'e

– Ah ya

Ha mond gat(e) d'an dour ha me ouïe, ouïe galoupad ga ma c'heseg heñ ! Ha ga… Ur wech oan aet da gass(ed) ar gaseg d'an dour ha oa-i 'hond da gaou(d) hi eubeul bihen ! Hag an dra-h(e) oa un nor en, en voûte ! Ha pan ma gallet lakad ma doworn ar mo(d)-se, pugur gwech-all vise gwraet ar bern-teil kaou(d) an ti, pugur oagn peus-penn-ar-penn deuh an ti ! Ha pan ma gall(e)t lakad ma doworn war ar machin ma : Mond war lign ma c'hein war ar bern-teil ! Pan(eve)-se oan laet ! Ah ya ! Miser neugn bet an dud heñ ! Set(e) ur lamp oa ar mo(d)-se, ma'hat ra ket kalz vad 'e hañ !

– Pe-oad a oas ?

Oh ! C'hwec'h pe seizh la matrehe

– Ah ya !

Pe seizh pe eizh la

– Da be-oad oas komañset ga'r c'heseg ?

Oyow !!! Ma vaot(r)ig-kaezh ! Ma vïe daw din lar(ed) an dra-he : Me zo bet gwelloc'h d'ond war-dro ar loned 'vi(d) on bet war-dro traou-all ! Pemp pe c'hwec'h la matreh(e)

– Ah ! Ga'r c'heseg ken a-bred-te ?!

Ya ! Beñ ma zad drafike un tamm 'vel a ree Roger 'è

– Ah ya

Ah ! Me(d) Roger ree gate forz pet(r)a ha ma zad ree 'e ! Hag ar re-he vise keseg ha' vise tik ! Ha' vise beb-sort toud ! Me meus bet labour(e)t ga keseg ha oan ket gouest da gasse(d) 'nê da nimb-lec'h e-bed, pugur ar re-he oa 'ruañ 'n eil ga heben ! Hag a pé vïent aet d'ar penn, neuhe ma zad 'h ee d'o c'haoud ha cheñch penn dê da zond en-dro kwa ! Cheñch tu dê ree ket, me(d) cheñch penn dê ! Ha me vise daw din mond ba'n ar, oan ket mestr dèi, cheñch penn dèi, cheñch tu dèi 'e ! Ha na kime(d) ur boem goulskoude… An dra-he zo greñvañ tud a-raog vegn deut !

Labour(a)d ga saout meus gwraet 'e ! Nin na ur veuc'h ha' vise laket da… Pé beñ, pé vïe ket (a) geseg a vise gwraet ga'r saout heñ !

– Ya

– Ah !


Ah ya, oh ! Beb-sort mod é bet an traou hañ !

– Me(d) n'é, n'é ket ga ejened vije gwraet 'e ? « Des bœufs »

Ah ya ! Ujenid ?

– Ya

Ah ya ! Ar re-h(e) oa solitoc'h 'vi(d) ar beuc'hed hañ !

– Ya

Ah ya ! Me(d) da(on) ! Ar veuc'h vis(e) stag(et) ar mo(d)-se pa'n de, ree ket kalz a laezh deuh an noñs heñ ! Aha ! Sete oa koll(et) deuh un tu, ma oa benifisset deuh un tu oa koll(et) deuh an tu-all hañ ! Ah ya !

– Ha aessoc'h oa ga'r c'heseg pe ga'r saout ?

Oh ! Ga'r c'heseg heñ !

– Ga'r c'heseg

Forz pe-gen mechant oagn wechou ! Ar saout zo buch !

– Buch ?

Buch ! Ya

– Ah ya ? Pet(r)a sinifi « buch » dit ?

Buch : D(a) lar(e)d dê mond 'raog ha larefent ket dec'h :

« Nann, me n'añw ket na… »

Ha 'lec'h ar, ur lon-keseg, ma né ket c'hoant d'ond a-raog a jomo ba-lec'h vo

– Ya

Me(d) an dra-he… N'é ket mem-mod tamm (e-)be(d) ! Nann, buch !

– Houbet un tamm kwa !

Ah oh ! Houbet ? Ah ya ! Ar c'heseg, ya

– Ya, ar c'heseg, ya

Ah ya ! Ha houbet, ya… Ah ya ! Oh ! Lod 'nê zo bet heñ ! Ma breur ahe na bet 'e un' hag a oamp aet d(a) dennañ (a)val-douar d'ar yun du-he ganti. Karget ar c'harrad (a)val-douar !

« Bremañ » lar Roger, « 'h amp d'ar gêr ! »

« Ah ya 'ha ! » Me lar déoñ

Oa kime(d) en(e) dow 'karg(añ) ar c'harr ganomp ah(e), goud(e) kreiste

« Ah ya-ya ! » Me lar déoñ, « bremañ 'h amp d'ar gêr ! »

Namp ket bet gall(e)t digass ar gaseg d'ar gêr nag ar c'harr(a)d 'val-dou(a)r… Na ket bet boujet deuh hi vlass ! 'Benn (ar) fin Roger oa aet 'ta da gost(e) ar c'hleuñ hag am(añ) hi-mañ zo kalz a lann ha-traou kwa !

« Oh ! Damaig » lar Roger, « 'h efeh war-raog ! Pugur me c'hwïo an tan dec'h ba ho rèr ! »

Ma ! Na ket boujet heñ !

– Na ket boujet ?!

Ah nann ! Devet !

– Goude oa laket an tan barzh !

Ehe ! Devet ! Devet oa ar c'hreun diwar hi lost !

– Hañ !

Ya, d'ar mar(e)-te vïe ket hir o lost, brem(añ) vé lesket, me(d) neuhe oa-i ket ! Ah nann ! Ah ! Me(d) an devezh war-lerc'h, pé oamp aet memes-tra, oa-i deut d'an toull-karr, me lar da Roger :

« Gast ! Stank 'ha ! An nor war da lerc'h ! » Me lar déoñ, « petram ma teu-kuit ga'r c'harr, piw oar p(e)-lec'h (v)o ka(v)et hoñzh ?! Kargad 'val-douar hag-all toud… »

Ohoyow !

– Pe-sort mod na gwraet neuh(e) 'vid lak anaoñ da vouj(añ) ? 'Feñ, da lak 'nèi da vouj(añ) ?

Oh ! Piw oar pe-sort mod ? Deut ur joñj, un neus bennag ar mo(d)-se kwa ! An dra-he oa penn ur canaille ! 'Vel vé gwraet deuh an dra-he

– Me(d) c'hweet an tan ba, ba o rèr

Ah ya ! Ba…

– An dra-he ma klêt dija heñ !

Ah ya ?

– Ha lod lake ur bod-drein 'e wechou blam da…

Ah ya ! Lod a ree ar bod-trein, ya ! Ah ya ! Me(d) gwraet a vis(e) heñ !

– Ah ! An dra-he meus ket klêt heñ… Ah nann !

Ah ! Me meus bet lak(et) ar sternachou war ma re 'e ba… Añfeñ war ma re… Re ma zad ! Re ma zud ! Ha mé lak(et) ar sternachou war'nê ga'r vorc'h heñ !

– Ga'r vorc'h ?!

Me(d) 'benn vïe daw lakad ar jujou gou(de)-se deuh ar c'hulier, da grogo ba'r c'hrapenn deuh ar brankar, ah beñ pa da ziwoull hañ ! Petram wechou 'h ee an troad deuh ho kinou ! Petram deuh ar brankariou ha deuh an traou ! Ah ya !

– Ar c'hrapenn ? Pet(r)a é ur c'hrapenn ?

Ar c'hrapenn é an tamm houarn 'vi(d) stag(añ) ar c'hulier deuh ar brankar ! Ha gwech-all vis(e) kirri-koat ! Ha an dra-he vis(e) ur c'hrapenn ha vise laket un tamm penn-chadenn peu-prè ar mo(d)-se matreh(e) ha ma vise moan rèr ar gaseg, eh beñ vise digass(e)t ar chadenn un tamm 'dreñw kwa ! Me(d) an dra-he vïe gwraet ur c'hrapenn hañ ! Ah ya ! Hag ar bach ! 'Benn lak(ad) ar bach war ur lon-keseg ha', ha' oa direizhed, beñ oa ket aes heñ !

– Ar bach ?

Ur bach, ya, ni… Lec'h vé lak(et) an tosser da zarc'h ar c'harr !

– Ah ! Lod lar ar bass, n'é ket ? Memes-tra é ? Ar bass pe ar bach ?

Ar bach, ni ree ar bach deuh an dra-h(e) ! Ar bach, ar c'hulier hag ar c'holier ! Ya

– Hag ar c'hropier pe ar c'hrobier

Ar c'hropier ?

– Ya, 'tre ar lost hag a…

Ah ya ! Me(d) heñ vis(e) krog, hezh oa sañsetamant ba'r c'hulier heñ ! Ha vïe ket tapet ga lost ar lon-keseg ha vis(e) laket hezh ar mo(d)-se hag a hezh 'h ee, me(d) oh ! Ma'hat hezh oa ket gwal aes d'ar loned 'naoñ pé vïent 'chechañ !

– Eh ya !

Ah ya ! Med oh !!! Oh ! Me meus gwel(e)t kalz traou ! Kozh oñ brem(añ), med oh ! Me meus gwel(e)t kalz traou hañ ! Ha gwraet !

– Ya ha traou da gontañ neuhe kwa ! Aha !

Ha krog, ha krog, ko(n)tant da gontañ, ya ! Ur wech-all neuñh(e), pugur nign mamp ket (a) zour deuh an hañw, oa lar(e)t din ga ma zad :

« Boñ ! C'hwi 'h ey da gerc'hed, da gerc'hed diw varrikenna(d)-dour ? »

« Ah ya ! »

Oh ! Neuhe oan dowzeg la mennag matreh(e) ha vïen 'kerc'hed dour ba ur feunteun ! Hag an dra-he oa un tamm diskenn ga'r prad, sete nign 'h ee war-lerc'h vis(e) plad ga… Ah ya ! Me(d) me oa ae(t) re dost d'an toull-karr 'n-ur zond d'ar gêr ga ma diw barrikennad-dour

– Hañ ! Saotreet…

Chaviret ar c'harr ! Pilet ar gaseg ! Paotr-kaezh ! Un tamm pente oa ga'r prad ! Hag ar barrikennou ba'r penn-traoñ, brevet toud ar barrikennou ! Bann(e) dour (e-)be(d) !

– Hañ !

Barrikenn (e-)bed ken dond da gerc'hed ! Pugur vïe daw mond da Garais da gerc'hed barrikennou, wechou vïe ka(v)et 'ti ar marc'hadourien-gwin hag prenañ re-all oa renket o(be)r heñ ! Ma zad oa ba'r prad en(e) ha me lar déoñ :

« Pilet meus ar gaseg ! Pilet meus ar c'harr ! »

« Lamp war hi goûg ! » Lar-heñw din, « ya hag a voujo ket ! »

Ha gwir oa heñ ! Pé vé pilet ur lon-keseg, peus kim(ed) lamp war i goûg ha' voujo ket ! Ha sete me lamp war goûg ar gaseg 'dreus ken oa deut ma zad da jikour 'ha(n)on da zistagañ 'nèi 'benn tenn(añ) 'nèi maes deuh ar limon kwa ! Ah ya ! Me lar dec'h, me meus bet miser hañ !

– Ha vije laket ar barrikennou mo(d)-se ba'r c'harr ?!

Ya !

– Ha pe-sort mod vijent karget neuhe ?

Ga un ekan-hou(a)rn petram ga ur sailh pe ga ur… Gwech-all oa sailhou ha' na un tamm c'hwitell ahe, añfen pe-sort mod larefen dec'h ? 'Vel un hanter peu-prè deuh ar wer(e)nn ah(e) matreh(e), sailhou-hou(a)rn ! Ah ya ! Me(d) pé vïeh ho-hun vïe daw dec'h mond ba'r c'harr ha 'benn tap(ed) dour ba'r veunteun ga ho sailh ! Hag me oan ket gwal vras hañ ! Set(e) wechou vis(e) sklabeet un hanter 'néoñ 'benn vïe deut maes ar veunteun ha mond ba'r c'harr da laka(d) 'néoñ ba'r varrikenn ga ur machin ar mo(d)-se ! N'é ket bet braw ato heñ ! Oh nann !

– Ha chikanet oas bet neuhe ga, ga… ?

Ah ! Ga ma zad ?

– Ya

Oh ! Oa ket ga(st) !

– Nann ?

Koulz oa déoñ lar nïe ket gwraet, pugur oa (???) brevet toud an traou ! Ma vïe bet mamm 'hat ! Mamm nïe langachet (a)ha(n)on ! Me(d) ma zad na ket gwrae(t) ! Nann.

Ur wech-all ma pil(e)t ar c'harr, me(d) neuhe oan deut da Vrennilis ! Pil(e)t ur c'harr(a)d-foenn 'tond deus Kervargen Vihen, oyow ! Ahe ma bet un angeuladenn memes-tra ga ma, ga ma gwas ! Ah ya ! 'Benn-neuhe oan dimeet ! Me(d) eürusamant a oa an trakteur oa hag an timon na un tourniquet, sete oa trôet, sete… Pan(eve)-se an trakteur vis(e) aet da-heul 'e ! Ah beñ ya ! An dra-he 'n-hi(ni) zigouee alïes heñ ! Vïe laet lod d(eu)s an dud ar mo(d)-se… Ah ya…

– Ah ! Ga'n trakteur oa ?! N'é ket ga…

Ah ya-ya-ya ! Amañ ya ! Me(d)…

– Ah ya ! N'é ket ga keseg

'Raog oa ga'r lon-keseg ha…

– Ya-ya, ya

A-wechou vis(e) ka(v)et un' peus-prop, set(e) vïe lar(e)t din :

« Ale ! Kèh da gerc'hed dour ! »

Petramant neuhe… Ah ya ! Oh ya ! Miser neus bet an dud 'benn neugn bet boued heñ ! Añfeñ oamp ket toud ar mo(d)-se heñ ! Be oa tud ha' na aes memes-tra heñ ! Med an dour ba'r c'hêriou ar mo(d)-se vïe ket ka(v)et deuh an hañw, d'ar mar(e)-te vïe tomm hañ ! N'é ket 'vel brem(añ) heñ ! Hañ !

– Ha oa ket ur puñs, nann, ba kêr ?

Ah yeo ! Me(d) heñ 'h ee da zisec'h(añ) pé vise bet un tamm sec'hor !

– Ah ya ?

Ah ya ! An dra-he vïe ket…

– Ya, depand a ree deus ar plass kwa !

Beñ ya ! Ha goud(e)-se…

– Ma mamm 'h ee pell da welc'h(añ) an dilhad !

Ah ya !

– Treus(añ) a ree ar parkeier ga'r garrigell ah(e) ! Hañ !

Ya ! Beñ me zo bet 'e ba Feunteun ar Werc'hes !

– Deus an dra-he meus joñj hañ ! Me(d) de(uh) 'n hañw ! Mod-all de(uh) ar goñw oa, oa dour tos(t)oc'h !

Ah ya ! Pugur neuhe oa deuh fonteuniou ha-traou kwa !

– Ya, fonteuniou, ya

Ya, med pé vé ket, daoñ ! Vé daw… Ha me vis(e) ba Feunteun ar Werc'hes du-h(e) d'an traoñ, du-he tre, goude oan deut am(añ), ah ya ! Me(d) me werc'heè dilhad d'an dud hañ !

– Ah ya ? 'Zhpenn !

– Holalalala !


Ah ya ! Me(d) ar mone vankè hañ ! Brêdiñ ! Me meus us(e)t dow vachin-brêdiñ, dow mekanik-brêdiñ, 'vrêdiñ traou d'an dud ! Bremañ rañw ga ma doworn, me(d) meus ket bet gwraet ato hañ ! Nann-nann !

– Pe-naos vé lar(e)t 'vid, deus ur plac'h ha' ra stamm ar mo(d)-se ? An « tricot »

Ur vrêdér(e)s

– Ur vrêdér(e)s ?

Ya, eh ! Ma, ma meus brêdet me, me meus gwraet tro-walc'h ar goañw passeet ah(e) !

– Ya, ma zad na ur gaseg ha' na ket c'hoant kin da labour(a)d

Ah !

– Ha 'benn (ar) fin é bet, é bet gwerzhet 'vi(d) pren(añ) un oto da ma breur

Ah ya !

– Ha na ket c'hoant kin da labour(a)d !

Ah !

– Ya ha ma zad 'h ee da, ga sternachou da gerc'hed… Hag ar gaseg ree tro-dro ar park ha ma zad war hi lerc'h, galoup(ad) a ree war hi lerc'h, oa ket 'vi(d) taped 'nèi !

Ah nann ?

– Na ket c'hoant kin !

Me(d) matrehe na bet skôet war'nèi

– Ah nann ! Ma zad oa ket…

Am(añ), me(d) me meus bet 'e keit-ha… 'Bow(e) on deut amañ ! Abow(e) oan dimeet heñ ! Meus bet diw gaseg hag un' 'nê oa bet gwerzh(e)t d'ond da… Oh ! Me n'onn ket 'tram' pe-lec'h… 'Tram' Ploueskad pe me oar-me, dans, ba bro an artichauts hag an traou ah(e) ! Pugur hoñ(zh) 'h ee hi-hun deuh ar… Forz pe-sort outil ! Ha oa ket daw kaou(d) den (e-)be(d) ga hoñzh ! Ha ar gijou ha 'h ee hi-hun ar mo(d)-se kwa ! Ha ba'r penn vis(e) chechet dèi war an tu-dïou petram war an tu-klei, beb-sort mod ! Ha'n hi(ni)-all oa chomet ahe ha houzh ree ar c'honkouriou ha ma gwas neuhe vis(e) laket déoñ ba'r park ahe his-se, ba-lec'h… Pass ba-lec'h é trôet, rotor(e)t an dou(a)r am(añ), me(d) ba'r park ijelloc'h, 'lec'h (e)ma ar lann vras ah(e) ! Hag pé vis(e) kistïon dèi d'ond da gonkouriñ, faote ket dèi gwel(ed) kamïon (e-)be(d) na nintra (e-)be(d) ! Ma vaotr gasseè 'nèi d'ar c'honkouriou ha faotè ket dèi ! Ne oa ket voien d'ond tost dèi ! Ha me, pé 'h een, me dapeè 'nèi… Me(d) heñw skôe gati pé dapeè 'nèi !

– Ah ! Matresse oa heñ !

Ah ya ! Me(d) hoñzh ankoueè ket heñ !

– Me(d) ma zad ree ket hañ !

Oh nann ! Ha oa ket oblij(e)t da lar(ed) an dra-he neuhe !

– Nann, me(d) ma zad oa ket un den rust

Ah ! Me(d) me meus bet anveet ho tad hañ !

– Nann

Nann

– Me(d) oa ket rust 'naoñ !

Nann ?

– Nann, tamm e-bed ! Nann

Nann, med ma heñi-m(e) me oar ha la ouïe :

« Damaig, ma dapin ket (a)han(o)h » lar-heñw, « damaig me laho (a)han(o)h ! »

Oh ma Doue ! Me(d) ar loned gompren heñ !

– Ar loned so 'veld an dud 'e kwa !

Ah ! Pass toud, med be zo heñ ! Hag ar chach zo mem-mod 'e

– Ya-ya, me(d) karakteriou zo !

Ah ouais, me(d) ar chach ah(e), peus kim(ed) skoiñ gate, ar re-h(e) teuy dec'h gou(de)-se hañ ! Ha me 'h ee da dape(d) 'nê déoñ neuh(e)…

Pé vis(e) ar marc'h 'tond ah(e) his-se, pé vis(e) kistïon d'o(be)r un eubeul vihen, ma vis(e) bet chervichet mad ar wech kentañ, oa ket emm da zond diw wech ! Ma welè ar gamïon 'h ee sod ! Sod 'h ee !

– Ah ya…

Ah ya ! 'N aer da lar(e)d dec'h :

« Me zo finnoc'h 'vi(d)oc'h, me meus ket emm deus keseg kén hañ ! »

Ah ya ! Ar loned zo fin, lod anê heñ ! Me(d) ar…

– An dra-h(e) so lar(e)t din heñ ! Kalz, ar c'heseg neus ur c'harakter fin !

Ya ! Be négn heñ ! Me(d) me meus ket bet (a) boan ga lon-keseg (e-)be(d) gwech e-be(d) ! Meus ket bet (ne)me(d) ga ur veuc'h ur wech ! Ha honn(ezh) neus bet tourneiou ganin 'ha ! Oh ! Pugur me ree, lakeè l(ou)eou war'nê kwa ! Pé oan aet skuizh 'hor(o) ar saout ha 'haloupad dre-ah(e)… Ha me lakeè l(ou)eou war'nê hag a… Pé laket ur loue prenet war ur veuc'h ha' neus deja ur loue, pugur an normantesenn a ree laezh ! Hag a pé vise laket un'-all war'nèi, hoñzh a zihaste paotr-kaezh ! Ha vïe daw din chom ba hi c'heoud ! Ah ya ! Me(d) hoñzh oa bet dihan(e)t da skoiñ ga'r loue ma prenet da lakad war'nèi heñ !

« Ah ! » Me lar dèi, « me skôo war'han(o)h keit-ha refeh taoliou-treid d'ho, d'ho loue bihen ! » Me lar dèi

Hañhañ ! Oh ya ! Oh ! Me lar dec'h… Ah ! Male'rus ! Male'r(u)s ! Me(d) goud(e)-se oa deu(t) an trakteur, sete oa aessoc'hig, me(d) off ! Me vïe daw din labour(a)d gantoñ memes-tra ! Vise gwraet ur… Ha me ma un' ha' oa memes oad ga ma gwas, hezh teue neuheñ ! Hag pé vis(e) karget ma c'harr(a)d-legumach ganin, me teue gantoñ d'ar gêr ! Me(d) ma gwas neus ket bet passianted da ziskiñ din o(be)r marche arrière ga'r c'harr, na ga'n trakteur ! Vïe ket gwraet (ne)me(d) lar(e)d din :

« Ale ! Distok du-mañ ! Deus d'an traoñ ! 'H añw d'o(be)r »

Sete me meus ket bet disket gwech e-be(d), me(d) hezh ree heñ !

– Foat a ra diskiñ heñ ! 'Vid, 'vid, 'vid mond souïss ar mo(d)-se

Ah ya

– Ga un trakteur pe ga ur, ur lon-keseg pe…

Oh ! Aessoc'h é ga un trakteur memes-tra heñ ! Oh ya ! Me(d), me(d) ur lon-keseg zo mïoc'h labour gantoñ 'benn vé gwraet, rôet boued déoñ ha-toud hañ ! Ha hadañ déoñ vé daw o(be)r ha 'lec'h un trakteur, beñ pé pé laket ur bann(e)-gazoal barzh, beñ…

– Ha gousilhañ

– Gousilhañ !

– Gousilhañ din[dan]…

Ah ! Gousilhañ dindan ar, ar lon-keseg !

– Ya

Ah ya ! Gousilhañ !

– Ha pila(d) lann dê

Oh ! Pil(ad) ar lann sè !

– Deus an dra-he meus joñj 'e

Ga'r manèj !

– Ya

An dra-h(e) meus bet gwraet 'e pé oan ba Plounevézel du-h(e) ! Pé vis(e) erc'h, pe forz pet(r)a, vïe keme(d) ma mamm ha me deuhoute war don hag sete pé teue ket ma zad d'ar gêr, pugur 'h ee-kuit d'ar lun, a teue 'n-dro d'ar sad(or)n hag a vise daw din neuh(e) stagañ ar lon-keseg deuh ar manèj ! Hag a-wechou vïe ket den e-bed d'ond war hi lerc'h, pugur ma breur oa yowankoc'h 'vidon 'e, Yves ! Peus ket bet aneet 'e, yao !

– Nann-nann

Ah nann ? Hag a ma oa den e-bed d'ond war hi lerc'h, eh beñ pé vis(e) deut d'ur serten poent ha ba'r memes plass aretè be-vech ! Pé vise aet dreist ar penn-tousseg :

« Beñ me » lar-hei « meus gwraet un dro, brem(añ) zo (???) hañ ! »

Ha vise reukulet ar, ar rod deuh ar bilér(e)s-lann ha vise laket ga ur valz barzh hag un tamm segal petram un tamm yeot, pé vise ! Ah ya ! Me(d) wechou ganin 'h ee ma valz barzh heñ ! 'H ee maes dre ar penn-all… Oyow ! Pé n'on ket bet laet ga'r re-h(e) toud ! Kaou(d) a ra dit n'eus ket un otrou-Doue ?! Heñ ?! N'ounn ket d(i)'g-eñw zo un', me(d) me meus ket gwel(et) 'néoñ gwech e-be(d), me(d) un dra mennaket zo heñ ! Hohoho !

– Me(d) laket vijent, an dra-he meus klêt ba Skrigneg just a-walc'h, un' vije laket ar mo(d)-se da surveiñ ar c'heseg, pugur mod-all a…

A 'h arete !

– Ya, a 'h aretent !

Ah ya !

– Be-vech kwa !

Me(d) pa ket emm da lakad ho, ho pragou re solid, ma… Añfeñ, wechou vis(e) ur bragou solud memes-tra ga 'n hi(ni) vise 'h o(be)r an toucher dreñw ! Ma vis(e) aet ho pragou ba'r penn-tousseg oah laet ! Añfeñ torr(e)t ho tivisker, laet kwa !

– Me(d) pet(r)a é ar penn-tousseg dec'h ?

Ar penn-tousseg so ba-lec'h vé reulïet dow machin ar mo(d)-se, ar varr(e)nn ha' vise laket… Ba'r sañs-s(e) vïe an alïessañ ! Ha vis(e) laket ur machin hag a drôe, pugur ma drôche ket, ar manèj drôche ket 'e, pugur ar re-h(e) so dent ba(r)zh-enne, ba'r rod vras, vise gwraet deuh an dra-h(e). Ha vise gwraet ar penn-tousseg deuh an dra-he, me(d) ma 'h ee ho pragou petramed ho prozh 'sort vise gwech-all ga'r re-gozh, eh beñ oa risket da ve… Parce que ur lon-keseg n'é ket gouest d'aret(al) ar manèj 'n un taol heñ !

– Divreget duzhtu kwa !

Ah beñ non ! Freget, ya ! Med ma vïent re solud vïe, vïe tapet ho tivisker hañ !

– Beñ ya, gwashoc'h oa, ya !

Ah ya ! Ma ! Gwelloc'h é dec'h mond ga un dra ha' oa us(e)t heñ ! 'Vi(d) mond ga un dra solud heñ !

– Me(d) gwel(e)t peus 'h o(be)r ga'r manèj ha peus gwel(e)t 'h o(be)r 'e ga'n drailhér(e)s-lann ?

Ya !

– Pe ar gilhotenn ?

Ah ! Ga'r gulotenn meus gwraet 'e, me(d) neuhe oan deut da Vrennilis amañ

– Pe-sort mod a lar(e)s ?

Ur gulotenn !

– 'Vid an drailhér(e)s-lann ?

An drailhér(e)s-lann, me(d) an dra-he na kimed diw leñw(e)nn, oa an dra-he oa aessoc'h da droiñ ! Me(d) neuhe drôer 'nê ga tud heñ ! Ni zo bet 'h o(be)r

– Ga'n dorn, ya

Ya, me(d) ga'r bilér(e)s-lann peder leñw(e)nn meus gwraet 'e, me(d) n'oc'h ket gouest da droiñ 'nèi

– Ah nann ?

Vis(e) tenn(e)t diw kuit !

– Ah ! Mod-all oa re sterd

Ah beñ ya ! Oh ya ! 'N dèn neus ket keme(nt)-se nerzh memes-tra ! Surtoud me oa yowank hañ ! Pé oan deut amañ ha oan kim(ed) pevarzeg la hanter !

– Me(d) un' na kaojeet deus ar mekanik-mañ din-me ha na lar(e)t din-me vije ur lodenn deus ar… Ar « rouleau » vije gwraet ar chechér(e)s-lann deusoutoñ, « le rouleau »

Ah ya ?!

– Ya

Ah ya ! Ur… An dra-he oa leñwennou, med an dra-he oa un ahel ba'r c'hreis, an ahel deuh ar bilér(e)s ! Ha me(d) hoñzh vise peder leñw(e)nn war ar bilér(e)s ha diw leñw(e)nn war ar gulotenn ! Ur gulotenn oa un hanter aessoc'h da droiñ gou(de)-se kwa heñ ! Med oh ! Sterd oa memes-tra hañ ! Wechou pé vïe dow/tri lon-keseg vise daw o(be)r un tamm hañ ! 'Klask ar lann on bet 'e !

– Ba'r mene pe… ?

Ah non ! Ba'r parkeier dre-ahe, nin brene parkadou-lann heñ ! Pé oan deut am(añ), nign oa keseg ganomp ba Kerhornou ah(e) hag vise dow lon-keseg alïes heñ ! Ha me 'h ee ! Pugur a laron dec'h, ma zad ha mamm oa 'vel oa-i kwa heñ ! Alors vïe, vis(e) daw domp mond da glask lann neuh(e) ! Hag mamm ha'r secrétaire de mairie oa ah(e) gwech-all :

« Ale Annick ! » lar-hei din, « prest é ar pod-tu ! »

Ar pod-tu vise gwraet ha vise laket ba-tousk ar, ar ludou-mouded ha heñ jomeè tomm ha vise ur bann(e)-kafe petram ur bann(e)-te barzh ! Ahaha !

– Ar pod-tu oa ar po-fèr bihen kwa ! N'é ket ?

Non !

– Bras oa ?

Ar, ar pod-tu oa ur bouilloire ar mo(d)-s(e), pass ga un dorn plastik 'vel deus heben heñ !

– Nann-nann, ur « bouilloire » oa kwa !

Ah ! Ur bouilloire, ya !

– Ah ya !

Ya, me lar :

« Ale ! Tomm é, prest é ar pod-tu ! » Lar-hei din

« Ale boñ ! » Me lar

Sete vise, teuen da evañ ur bann(e)-te gate, me(d) wechou pé vé yén deuh ar goañw, ree vad 'e hañ !

18/04/2018

Yod-siled ha laezh-kowled

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg bla so, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



– Ha ni na laromp ket « youd-siled » heñ ! Youd-arsiled !

Ah !

– Youd-arsiled

Ni a lar, ne… Amañ vé silet ha-toud !

Ya

– Ya

Yod-siled, me(d) daon ! Gwich-all vije silet 'è amañ !

Ya !

Pugur vije laket in go deuh an abard'hê ha 'n de war-lerc'h vintin vije silet ha vije gwrae(t) ar yod neuhe da lein !

Ya

Mo(d)-se vije gwraet

Ha 'benn-neuhe vije, a vije rekuper(e)t an dour !

Just a-walc'h

Ar goell kwa !

Ar goell, ya, da boaha(d) 'naoñ

Ya

– Ya, 'vid ar, 'vid ar (???)

Ha vije delc'het un tamm 'vi(d) ar wich-all, an dra-he lakee 'nê da drenkañ, houzoh walc'h

Ya ! Ah ya ! An dra-he vije gwraet d'o(be)r goell-bïer !

Ya

Ga'r bïer-bar(a) kwa !

Ya, me(d) an dra-he vije gwraet 'vi(d) ar yod-siled 'è

'Vi(d) ar yod-siled vije gwraet 'è, ya

– Pé vije passeet ba ur sil kwa !

Ya !

Ya !

Ba un tañoues !

Ba un tañoues !

– Un tañoues ?

Un tañoues, ya

– Ha difer's so etre ur sil hag un tañoues ?

Ah ya !

Ah daon ya !

Un tañoues a zo toullou bihen-bihen-bihen-bihen kwa !

Ya-ya-ya-ya !

Ya, toujust ma…

– Munutoc'h ?

Heñ ?

Munutoc'h, ya

Munutoc'h, ya, toujust ma bassee an dour kwa !

Hag azhpenn-se an tañoues, uhel ar bord, sete vé ar moien dit da veskañ barzh

Da veskañ 'naoñ kwa !

– Da veskañ traou barzh kwa !

Ya

Sete ga da zorn a drôes ablamed da… Voilà !

– Hag ur sil, pet(r)a é dec'h neuhe ?

Ah ! Ur sil zo toullou brassoc'h kwa !

Ya !

– Ah ! Toullou brassoc'h…

Ya-ya !

– Un tañoues pe ur sil, ya…

Ya

Ah !

Ha ur sil, pé vije gorôe(t) ar saout, gwich-all vije ur sil 'è !

Ah ya !

Ahe oa n'ouzes ket ped machin ! Un' tano hag un'…

Ah ya !

… Toullou brassoc'h ha-toud kwa ! Sete viche cheñchet sil pé vije c'hoant kwa !

Ya-ya !

– Me(d) drol é, pugur vé lar(e)t « youd-siled »

Ya ! Yod-siled

– Ha vé ket lar(e)t « youd-tañoues »

Nann 'ha !

Nann, nann-nann ! Yod-siled

– « Youd-tañoueset »

Nann !

Gwir é !

Beñ nann ! Nann-nann ! Yod-siled vije lar(e)t dalc'h-mad !

Ya !

– Ya

– Hag e mod-all ahe, e-raog vije ket un espess « yaourt » 'e


Laezh tew !

– Laezh tew ?

Ya

– Pugur « yaourt », an dra-he zo digoueet e…

Oh daon ! An dra-he zo laezh tew 'è, ma vefe lar(e)t

Ya, daon ya 'ha ! Ma vefe… Beñ « laezh trenket » vije lar(e)t gwich-all kwa !

Ya ! Kowled !

Kowled, ya !

Kowled !

Sell é an dra-he oa laezh trenket kwa !

Ah ! An dra-he oa mad 'è 'ha ! Kowled !

Ya !

Vije trenket da…

Ha heñ oa, heñ oa tew 'vel yaourt 'è kwa !

Ya, ya-ya !

Kowled, ya

Vije lak(et) ar laezh ba'h ar chidour(e)nn war an tan da drenkañ

Ya !

Hag a vije laket laezh-ribout barzh ha neuhe koaien !

Ya ha vije mad a'ha !

Ya, ah fi ya 'ha !

– Me(d) un difer's so 'tre pifiñ ha trenkiñ ?

Of !

N'eus ket ah(e) 'ha !

Nann

Oh nann ! Nann-nann

– Nann ?

An hi(ni) a bif a drenk 'è !

– Ya

– Pet(r)a é ar gwashañ ?


Pifet, pifet é ar gwashañ ! Trenket 'ha ! Vije pé vije pifet !

Ya 'ha !

Ah ya-ya !

Pifet, matrehe, zo un tamm plus acide

C'est ça !


– Beñ trenket kwa !

– Ya, sete matrehe trenket viche voien d'ober un dra mennag c'hoazh ?

Ya !

Ya ! Ha pifet, nann !

Ah ! Pa vé pifet neuhe é…

Nann, nann ! Oa ket, oa ket koulz ! Pifet oa ket koulz

Nann

Nann

– Me(d) pé oa passeet, oa ket pifet ?

Ah nann !

Ah nann !

– Nann

Ma bassee oa ket pifet, nann

Nann

Laezh passeet zo digoavenet

Ya

– Digoavenet

Tenn(et) ar c'hoaien

– Ah ya

Oh ! Ga laezh mad vije gwraet 'ha !

Ah ya !

Pudur vije, vije laket koaien c'hoazh azhpenn

Azhpenn barzh, ya, ya-ya !

– Me(d) laezh kowled e-kichenn ar yaourt

Ya ! Laezh kowled

– N'é ket memes…

Beñ…

– … Memes blas pe a-peu-prè memes-tra

Oh eo 'ha ! Zo un dra (ne)med-seped, (ne)med-seped vije ket…

Amañ d'o(be)r yaourt lakent un produit da drenkañ 'naoñ

Ya-ya !

Ha 'lec'h gwich-all oa ket, an dra-he oa ket aneet, houzoh walc'h

– Nann-nann

Nann


Vije lesket dow pe dri devezh da…

I-hun ! Da…

… I-hun da devaad kwa !

… Da dreiñ mod nije c'hoant d'o(be)r

Ya, ya-ya

Ha tu na c'hoant d'ond !

Ya

– Me(d) vij(e) ket laket goell barzh ?

Ah nann !

Nann

Nann

– Pegur bremañ vé gwraet an dra-he d'o(be)r kefir

Ah ya-ya ! Ya-ya, ya-ya ! Goûd a hounn…

– Tapet un tamm deus un' kozh ha laket barzh

Just !

Ya-ya-ya !

Ya-ya ! Me(d) an dra-he drenke 'naoñ ! Ha vije gwraet ga laezh mad (me)mes-tra, houzoh walc'h

– Ya-ya

Ya, bremañ vé laket, ya, kefir, d'o(be)r des yaourts et fromages blancs

Ouais-ouais
, ya-ya ! Toud an traou zo cheñchet, houzoh walc'h

17/04/2018

Gast rosell !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti A. ba Brennilis. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ah ya ! An dra-he oain 'klask just a-walc'h, dond da gaojeal ganes ar mo(d)-se in brezhoneg

Ya ! Me(d) ma vise bet un'-all da respont (a)ha(n)on ga ur… Une conversation

– Beñ ma ga(v)es un'

Ya, ma ga(v)on un' ah(e), me(d) n'aneon ket kalz tud hag zo…

– Prest d'o(be)r

Ma vise bet Roger bew, heñ nis(e) dalc'h(et) penn din heñ ! Maleürusamant é aet heñw kuit 'e

– Me(d) n'eus ket tud-all c'hoazh mod-all ?

Oh yeo ! Matresse, med daw din goull ga Raymond di'g-eñw gaosev mad ar brezhoneg ! Wechou pé vé bet an dud… Ha hezh so bet un tamm ba ar centrale ah(e) ba-tousk ar pennou-bras ah(e), lod ankouev hañ !

– Lod a lar lar ankoueont, n'é ket gwir !

Me ma bet ur… Añfeñ meus bet ur c'hamar(a)d ah(e) pad eizh la, é-ñw bet ah(e) hag a wechou teue kaos ganomp ar mo(d)-se lar lod vïe bet ba Paris ha pé teuegn en-dro ouïegn ket ur pos brezhoneg !

« Ah nann ? » Me lar déoñ

« Nann hag un' » lar-heñw « oa bet Paris » lar « pé oa deut en-dro ouïe kime(d) galleg toud kwa heñ ! »

Ha bremañ neuhe oa hadet, gwech-all vise rosellet ar leuriou raog dornañ, ma'hat oagn 'rosellañ ar leuriou da gaoud ar greun ! Hag a ma'hat 'benn ar fin na poset ar rosell pe m(a) é chetet 'nèi matrehe na gwraet ha oa aet da dap ur banne en(e), me oar-me d'o(be)r pet(r)a… Ha heñw bale war ar rosell !

« Gast rosell ! » Lar-heñw

Pugur oa deut deuh i benn pe deuh i vass, me oar-me deus pet(ra)…

« Ah ! » lar ar re-m(añ)-all déoñ neuhe, « me gred din ouïeh kime(d) galleg toud ?! Gast rosell zo » lar-heñw, « med an dra-he zo brezhoneg » lar

– Memes kontadenn ma klêt 'e, me(d) ga ur rastell

Ah ya ! Mem-mod, me(d) ur sakre taol pé heñ !

– Oh ya, sur ya !

Ya-ya ! Me meus bet wechou, ga'n oustilhou, pé ven ba'r jerdin, a-wechou 'h añw war ar rastell 'e, nondidïe ! Neuhe ree…

– Ha badowet war-lerc'h

An dra-he ra ur sakre secousse heñ ! Pé pé un taol ar mo(d)-se…

16/04/2018

Da-houde oamp refrakterien toud !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christiane Fer ba-ti P-M. ba Plouïe 'zhpenn 15 la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– A-hend-ell pé oah aet d'o(be)r ho koñjer ha-toud, peus ket bet naon ?

Oh ! Ma goñjer ! Ma gontefen dec'h toud…

– Ba p(e)-lec'h peus passeet 'naoñ ?

Ba p(e)-lec'h ? Da gentañ toud oan… Pu(g)ur me oa sañs(e)t d'ond da labour(a)d d'an Allemagne ! Me oa sañs(e)t da 'n-om eñskriviñ ba'r mêri 'vi(d) mond da labour(a)d d'an Allemagne. Sete toud ma glass din oa gelv(et) d'ond d'ar bourk 'vi(d), 'vi(d) 'n-om eñskriviñ ba'r c'haier ba'r mêri, d'ond da labour(a)d d'an Allemagne. Het(e) meus choñj oamp rassamblet toud ba'r bourk, oamp bet é kont(añ) ar gaos en(e) toud, deuh ar re… Meus choñj, din oa ur bern hañ ! Kalz oamp paotr-powr ! Oamp ba'r memes oad d'ar mare-se ! Mamp, mamp dessidet lar heñi (e-)bed (a)ha(no)mp oa aet da 'n-om eñskriviñ ! Da-houde oamp refrakterien toud ! Refrakterien STO kwa !

– Ah ya

Gouest an Alamanted d'ond da dape(d) (a)ha(no)mp ha kass (a)ha(no)mp d'an Allemagne !

– Ha n'é ket bet gwraet ?

Oh ! Nann, ma ouïefeh toud ar pezh zo bet passeet ga'n dra-h(e) !

– Owen peus bet ?

Ah ya ! 'Zhpenn ur wech !

– Ha pet(r)a ree an owen doc'h ?

Beñ pet(r)a ree… Daon ! Pet(r)a ree an owen din ? Mond-kuit pé hallen kwa !

– Ya-ya, me(d) vé ket lar(e)t : « An dra-s(e) zo spufañ ma blew din war mé benn » pe traou ar mo(d)-s(e) ?

Oho yeo ! Oh yeo ! Oh yeo ! Alïes zo bet lar(e)t an dra-h(e) lar spufet é, spufañ ree ar blew ! Ha pé zigouee dit-te na goude vijes 'labour(a)d ba'r parkeier ah(e), dre-ahe his-se, pu(d)ur oa Alamanted ba partoud dre ahe his-se, ouïes dar(e) ken gwel(ed) 'nê ba'r park !

– Ha neu'n vis(e) daw…

Nann, me meus ket bet gwraet gwech e-bed ! Hag zo bet digoueet dê digoueo ba'r park just vijen, lec'h vijen 'labour(a)d, pugur ahe oa ur rejumant ba Plouïe ha, ha an heñi-all oa ba bourk Lokmarïa. Ba toud ar parrochou dre ahe his-se oa Alamanted neuhe d'ar mar(e)-te ! Ha re Plouïe neuhe ha re Lokmarïa, ar re-he dreuse 'n-eñwn ba partoud ! Me n'ounn ket 'vid pet(r)a 'ha ! Da zond an eil tu d'egile… Ha just dre-lec'h a oa ma douar din kwa ! Oh beñ ! Alïes walc'h meus bet gwel(et) 'nê 'tond da ma gaoud ar mo(d)-se gwel(ed) (a)ha(n)on pé vïen 'troïñ-douar pe 'labour(a)d ha vïen… Me gomprenen mann e-bed deuh ar pezh a lare ar re-he, houzoh walc'h !

14/04/2018

Reiñ kafe d'an ouvrïerien

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard bla-so ba-ti F. deus Plourac'h ('chom ba'r Faou bremañ, an abadenn da jilow amañ 'n hi fezh). Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Bon ! 'Hond d'o(be)r pet(r)a (e)mout ahe bremañ ?

– Ahe (e)mon… « Je teste » !

Ah ! Tu testes ton matériel !

– Oui


Boñ ! Ouais, le 13 t'as mis, c'est bon ! Très bien ! Ha oc'h deut deu(h) Rañwon amañ ?

– Ar radio zo ba Ploneis !

Ah ! Ah(e) oah 'chom neuh(e) ?

– N'on ket, ar radio zo, zo ba Ploneis ! Goûd a rit p(e)-lec'h (e)ma Ploneis ?

Rañw ket ! Pe-lec'h (e)ma ?

– Etre Ke(m)per ha Douarnenez

Klêt meus kont d(eu)s an dra-he, ya ! Ploneis ! Ya, just a-walc'h, Ploneis, geo !

– Ke(m)per zo amañ, Ploneis zo amañ ha Douarnenez zo un tammig pelloc'h !

Ah oui-oui ! C'est entre les deux quoi !

– Ya !


Ya, pet(ra) feus c'hoant d'o(be)r diñ amañ 'ha neuh(e) ? 'H añw da ganañ damaïg pe pet(r)a ?

– Ho, pass c'hoa(zh) !

Oh nann-nann ! Ouïon ket kanañ, geo ! En, autrement quoi !

– (E)ma ket mad an traou !


Pet(r)amant n'é ket me zo mad ? Tost a-walc'h oñ daoñ ?

– Larit un dra mennaket !

Klê(d) a res 'ha(n)on ? Dikoniñ ra ?

– Ra ket !

Hopala ! Pet(r)a é an dra-h(e) ? 'Ma ket mad an traou !

– Yao ! Deut é en-dro !

Ah ! Deut é ?

– N'ouzon ket pe-rag

Me(d) matre'n un tammig digor an noñr matre'n

– N'é ket, nann an… An orjalenn zo, zo fall !

Ah !

– Bon, Fernande ? Mond a ra ?

Mad-tre !

– Gwelet meus ho penn ba'r journal !

Ya ! Ma'hat-sur ! Ha oan ur bleumpenn heñ ! Ahahaha ! Oh ahaha ! Ur bleumpenn heñ ! Ha goûd kaoseal deu(h), ga'n dud heñ ! Ya, ar re-s(e) so kontant dou-ouiñ ma haotr !

– Felissitet oc'h bet ?

Oyeye ! Ben des coups de téléphone ! Dans la rue ! Des bisous ! Tout ça zo roet tiñ !

– Hag e brezhoneg, pe-naos vé lar(e)t an dra-he ?

Ar brezhoneg, daon ! Ar brezhoneg vé lar(e)t tiñ !

« Fernande ! Oh male(ü)rus ! Eh ben Fernande, t'es une vedette du Faou » ma haotr ! « T'es une star ! »

– Ur steredenn !

Ya, just a-walc'h !

– Me(d) pet(r)a peus gwraet neuhe ?

Beñ, pet(r)a meus gwraet ? Dam a reen, reen 'è kafe toud da'r re-mañ nagn felissitet 'ha(n)on ! Eizh kafierenn… Euh kafe par… Bemde-bemde-bemde !

– Med da biw ?

D'an dud so 'labour(a)d ahe ! Ta [pa] oagn n(a)onteg ! N(a)onteg oagnk !

– Ha pet(r)a (e)maint 'h o(be)r ahe ?

Ah beñ ! 'H o(be)r an dallage, 'h o(be)r bitume, lakad des, des bordures ! Lakad mein ah(e), des carrés en pierre de taille, tout ! Ah ! Me(d) braw vo ar Faou heñ ! Ah ! Kàer vo ar Faou ! Ma souet(añ) a rañw lar tèy touristed ar bla-mañ !

– Ah ya ! 'Vid lak(ad) brawoc'h ar, ar c'hreis-kêr kwa ?

Ah ya ! Kàer vo kêr ! Me(d) tïer zo 'n-dro daoñ ha refe ket fall rafistoliñ 'néoñ un tamm ! Da, an dra-he n'a ket ga'r rest ! Ar ruiou braw, me(d) be zo tïer beb-sort 'è, kara ? 'Vel vé ba lec'h-ell 'è kwa ! Pet(ra) (v)o gwraet ? Me(d) toud an dud neugn ket monichen heñ ! Et ha goue ket deuh ar ciel heñ ! Deus krec'h heñ ! N'é ket braw ma haotr !

– Nann

Red d'an nén mond ga i hent 'vel gall !

– Ah yè !

Haha hahahaha ! Hoho ! Oyow ! Ah ya !

– Med dam bet(r)a peus bet c'hoant da roiñ kafe d'ar re-mañ ?

Ga'n dru(e) deusonte ! Ha tru(e) ma deusonte-(hègn)k ! Ha eint deut ahe ba mis-hero, mois d'octobre ! Ha laren dê :

« Oh ma Doue ! »

Aet on da wel(ed) 'nê dou-ouiñ ma-hun ! Ha meus lar(e)t dê mo(d)-mañ :

« Me(d) ur bann'h-kafe 'h efe ganec'h matre'n ? »

« Ah c'est pas de refus haha ! »

Pe-mod larent diñ… :

« Pe-hano feus ? »

« Fernande ! Ha c'hwi 'ha ? »

« Michel »

Ha nagn lar(et) o hano din toud, boñ mad é ! On deut war ma c'his d'ar yêr ! Ale ! Meus gwraet kafe dê ! Kemer(e)t gatoiou, reen gatoiou ma-hun ! Krampouzh meus gwraet dê ! Galet(e)s ma gwraet dê dirgwener ! Ma des galet(e)s ha renk(e)t, ur c'hilo ma gwraet dê ! Ha nagn goullet ganiñ :

« Pet(r)a feus lak(et) comme matière barzh, Fernande ? »

« Ah ! Ça c'est Tipiac, pirate ! Ah ! Mon secret, c'est pour moi ! »

– E brezhoneg ? Pe-naos vé lar(e)t an dra-he ?

Heñ ! Ma secret ? Ah beñ an dra-he, ma secret, tà dou-ouiñ ma-hun ! Bep-heñi n'om zimerd 'vel gall ! Ha me zo kap da, d'o(be)r pezh meus c'hoant, toud reüssi 'nê ! Et des beignets ! Beignets aussi !

– Ma !


Ah ya ! Me lar se dit d'ar re-he : Lip-o-ginou ma haotr ! Dond a ree an teod maes da lipañ o musello(u) !

– Ah yè ?

Ken mad 'vel oagnk !

– N'é ket gwir !

Ah geo ma haotr-kaezh ! Dond a ree ar saouj deusonte ! Fïer oa dê !

« Merci Fernande ! À demain ! »

« Oui-oui ! S'il neige pas ! » Laren dê !

Mar vïe ket erc'h !

– Haha !

Hahaha !

– Ha beb mintin !

Ah ! Beb mi(n)tin ha deuh an abard'hê ! Da zeg eur (ne)med-kard ! Ha da deir eur hanter, da deir eur ha-kard : De retour, la même chose ! Ils étaient à la noce avec moi ! Ah oui !

– Gis d'ar friko ?


Ah ! Meh-mod, 'vel vefe, vefent ba'r frikou, ya ! Ya-ya, me(d) jentil oagn toud ! Mignon egn toud diñ !

– Ha ped den zo ?

Ben, eh ! Y a eu deux équipes, la première équipe, ils étaient neuf

– Naw

Naw, ya, just a-walc'h ! Naw la première équipe, ar bande, neuf, ya-ya ! Naw ! Ha goude neuhe, me(d) egn deut re-ell ! Naw ell ! Sè an dra-he ree trivec'h 'tre toud ! Ha ta [pa] ma echou da gass d'an traoñ oa red diñ dond da grec'h, 'benn-neuhe laken ma c'hafetierenn en route ! Laken 'nèi 'è en marche, t(r)ame(d) diñ da veañ… Pass trennañ !

– Yè

Me oa red diñ be 'è, heñ ? Assez vif quoi ! Red diñ mond da… N'eus ket amzer da goll ! Nann-nann-nann-nann ! Ha mon Dieu ! Ha ga ma bandenn war ma c'his ! Ha ???? dèi ! Hahaha !

– Ha kafe deus Marseille é !

N'é ket ! Deus an Aix-en-Provence ! De chez Paul Dequidt !

– Hopala !

J'ai, bet meus ur c'holi ahe an di-ell oa ba ma boîte aux lettres !

– Ah ya ?

Ya-ya-ya ! Amañ, amañ, am(añ) (e)ma ket an traou… Ah ! Il faut pas attendre le paquet ici, c'est du réserve ! Hahaha ! Me vên ket tapet berr ga ma c'hoñchou !

– Nann !

Ha nann-nann ! Na ga mann e-bed pa'n ti ! Ah nann-nann ! Me 'h a de l'avant ! N'é ket war a-dreñw ! Hahaha !

– Ah bon ?

Ah beñ ya ! Ah beñ… Ha ar re-he, paotr ! Et après si, ma ree dour, wichou an amzer vé hudur ! Me lare dê mo(d)-mañ :

« Ma ! Me meus true do(u)-oueh à chom maes ahe dan ar glô ! Oh ! Ahe zo un ti » laren dê ahe, « ha ar paotr-kezh den zo mar(w) ! » Laren, « que notre Doue a bardono 'naoñ ! Me(d) 'h amp ba'n ti-t(e), n'é ket cherr(e)t an noñr warnoñ ha' zo ur pezh daol vras 'barzh ! Ah ! Me 'ha d'eñstaliñ ma zraou barzh ha 'h amp d'ase(o), zo kado(r)iou ha toud ! »

Ha vêmp ah(e) 'h ev(añ) ar c'hafe ! Am(añ) ha plijadur mamp toud ! Aha fi ya ! Ha kafe mad ! Ha 'leizh o c'hov ! Ha chokol(ad) ha-traou !

– Chokolad ?

Ah ya chocolat !

– Opala !

Ah ya ! Ha c'est pas le bas de gamme hein ! Ah non !

– Ah nann ? Deux Aix-en-Provence ?


Ahe… Ah non ! Pas d'Aix-en-Provence, mais du chocolat « dégustation » !

– Hañ !

Ah ya !

– Deus p(e)-lec'h ?

Ah ! Deus pe-lec'h ?! Beñ deus lem a ga(v)on 'naoñ, wichou 'h een 'ta d'ar Marché U his-se, d'ar Faou ! Ha welen changement, bon pass bemde memes-tra, ale ! 'H an da dap an dra-m(añ) brem(añ) ! Ah ya-ya ! Ha krampouzh ha-toud ha… Ha laket wichou, lak an Nutella diwarne ! Wichou, lak reent amann dewarne ma haotr powr ! Ha toud ! Oyoyow ! Me lar se dit walc'h : Fïer oa dê ! Fïer oa dê !

– Ha c'hwi zo fïer 'e ?

Ah ya ! Ha rond o c'hov !

– Ah yè

Aha ! Oagn ket ga'n naon heñ ! Hahahaha !

– Bemde, d'ar lun d'ar gwener, beked ar gwener ?

Ah ya-ya-ya ! Ar lun da, da zeg eur (ne)med-kard a'h añw ! 'Benn-neuhe mé prepar(et) toud ma jeu ! Ha me ra traou-ell ba ma zi da ho(r)tos ! Añse ma c'haftierenn rañw neuhe ha rañw 'ta traou-ell ! Soañgnon ma lapoussou bihen ahe, les, les canaris ! Ha toud, ale hop ! Wichou 'h añw 'ta da sell deu(s) ma fleur ! Ale, c'est prêt ? Je prépare tout ça et quand il est e(rr)i (a)n eur 'ta, neuhe ma lar(e)t :

« Poent diñ kass ma zreid ! »

A-wichou leus(k)on ar baner gante ! Ar panier gante, 'vel vé lar(e)t ! Ha 'h ent d'o(be)r koursou mod-ell ! Ha goude basseon da dapañ 'naoñ gante !

– Ha pevare vo, vo echu ar labouriou ahe ?

Ba'r ru ahe ? Echu, oh beñ ! Lar(e)t so juin, e mis-ebrel, n'é ket ?

– Mis even ?

Mis e(v)en, ya !

– Ya

Laket so un date ahe his-se zo lar(e)t, 'benn be mad oa gleet be echou 'benn-neuh(e) ! Matre'n 'h agn un tamm bihen pelloc'h ! Matre'n (v)o neubeutoc'h, n'ounn ke(t) !

– Me(d) petra ri goude, c'hwi ?

Ha me ga(v)o hir an amzer !

13/04/2018

Mouchet ar sent, aet ar c'hleier da Rom

Hadsalud dec'h,

Ale ! Un eil añrejistramant berr bet gwraet tri devezh so ba-ti É. ba Skrigneg, assames papred ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.





– Ma klêt 'e vije mouchet ar sent

Ga Pask !

Ah !

– Ga Pask ?

An dra-he vije gwraet a'ha !

Ya, ga Pask dalc'h-mad, ya, amzer…

Daon ya ! Toud ar sent ba'h, ba'h…

Amzer-Vask ! Ya

– Amzer-Vask

Amzer-Vask

Ya

– Ha blam bet(r)a vije mouchet ar sent ?

Eh beñ, pugur 'h ee ar c'hleier da Rom, vije lar(e)t

Ya

Hag a vije red mouchañ ar sent neuhe

Daon ! Ah(e) oa ur…

… Ur sistem d'an ilis kwa !

– Ya-ya-ya

Ya

– Me(d) choñj peus blam bet(r)a oa pe… ?

Beñ lar(e)t vije demp blam oa aet ar c'hleier kuit, sell vij(e) ket son(e)t ar c'hleier neuhen pad…

Nann

… Amzer-Vask

An dra-he vije gwraet n'eus ket keid-se zo !

N'eus ket keid ! N'eus pell-zo !

A-gement vije ket gwraet an dra-he !

Nann-nann, n'eus ket pell-zo

Heñ ?

Ha vije gwraet war-lerc'h sul-bleuniou !

Ya

Vijent mouchet ! Hag ar sul war-lerc'h Pask vijent divouchet !

Ya, pa 'h eer…

Teir su(zhu)n ! Teir su(zhu)n vij(e) !

Ha brallet ar c'hleier neuhe !

Ah ya !

Pudur teuent deus Rom !

Ya ! Mo(d)-se vije gwraet, ya

Ya

Oh ya ! Beb-sort…

Ah ! Choñj a meus…

Beb-sort traou vije gwraet mo(d)-se

Pa-rag vije gwraet an dra-he ?

Daon ! Me n'ounn ket ! Houzoh walc'h, blam bet(r)a… Daon nann 'ha !

Oh !

Ah nann 'ha !

– Vij(e) ket espliket kwa…

Nann, vij(e) ket espliket demp pe-rag

Pwah !

– Me(d) matresse lod na ka(v)et ur mod d'esplikañ an dra-h(e) ? Lod ha' oa un tamm finnoc'h 'vid ar re-all neuhe

Daon ya ! Me(d) an dra-he oa hag mouchet ar sent war-zigare oa…

Ha pudur ni houllomp ket 'ha…

Nann, reemp ket, nann

Ni ree vorz deuh an dra-h(e), gav din

Reemp ket, sur… Oh ! Reemp ket 'ha ! Ha oa 'è, ne houllomp ket kestionou 'vi(d) an dra-h(e) !

Nann

– Nann

Me(d) an dra-he vije mouchet blame(d) oa krussifïet Jesus, houzoh walc'h

Ya

Sell oa maro, sell oa sañset da veañ mouchet…

Ya ! Da veañ in kañw, pé weler…

Ya, in kañw kwa !

Da zusken da veañ in kañw

– Un tamm « in kañw » é kwa !

Ya

– Blam a-se kwa ?

Ya-ya

Ya

– Ya

Ya-ya ! Vijent, in kañw vije, beañ in kañw o afer…

Ha vije laket ar, vijent mouchet ga…

… Ga'r liw vije chasubell ar person !

Ya ! Ya

Ya

– Chasubell ?

Ya

Ya

Violet !

– Violet ?

Violet

Violet, ya !

– Violet, ya

Ya

Ya

Téñval kwa !

Ni zo bet ba'r memes skol !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg tri devezh so, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.



Ni zo bet ba'r memes skol !

Daon ! Ha sell ar mod-mañ meump disket memes traou !

Ahaha !

Beñ ya…

Ah ya ! Ha ma mamm a-raog oa bet ba'h ar skol-se !

Ya-ya ! Ma hi(ni)-me oa bet 'è

Ha da hin(i)-t(e) oa bet 'è

Ya !

Lar(e)t a vé…

Ya

Oh ! Kontet vije kosh -…

Oh ! Kosh kaojou toud vije kontet demp, ya

Ya

Me(d) daon ! Ar mo(d)-se oa ar mod, houzoh walc'h

Ya

Pet(r)a ri, ya…

Ha toud an traou oa vall !

Toud ! Toud-toud-toud !

Toud

Ah ya !

Toud an traou… Ar baotred oa ket droed da sell deusoute, ar reñ-he oa an diaoul !

Ah ya…

Ar reñ-h(e) oa diaoulou ! Ah !

Ah ya-ya

Eh !

Ah ya…

Aha ! Oh ! Biskoazh kemend-all !

Ah ya…

– Ya, me(d) an dud a ree un tamm 'vel nijent c'hoant

Daon ya ! Lar(e)t a vije traou hag a zigouee ket dalc'h-mad mad 'è, 'vel vé lar(e)t, nann-nann-nann

– Ha vije, vije ket diskeuiet toud an traou d'ar…

Nann-nann-nann !

– D'ar person 'e

Na vije ket, sur ! Oh nann-nann-nann ! Oh ! Gwich-all an dud a ouïe pet(r)a kontañ di-rag ar person !

Oh ya haha !

Oh ya !

– Ha pet(r)a koach daoñ

Hag a… Ya ! Hag ar person ouïe kement-ha te 'è, goude goaches deusoutoñ

Ya-ya-ya-ya-ya-ya-ya-ya !!!

Ya ! Ha memes lod 'nê oa digourdïoc'h 'vid oa serten, ya-ya !

Ya-ya-ya-ya ! Aha !

Ya-ya !

– Oh ya !

Ah ya !

Eh ya…

– Pik pe vran a gan, 'vel vé lar(e)t

Just a-walc'h ! Ah ya !

Oh biskoazh ! Ehehe !

Ya

11/04/2018

In kañw ga'r vantell-le ha ga ur c'hoef plén

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




– Peus ket klêt kaos deus ar vantell-le ?

Eo !

Ah eo ! Ar vantell-le oa…

Ah ! An dra-he n'eus ket pell-zo é aet-kuit heñ !

Nann

Me meus choñj pa oa marw mamm-gozh, mamm na lak(et) hi mantell-le !

Ya !

Ah ya !

– Ha pet(r)a é « ur vantell-lè » ?

An dra-he oa 'vel, 'velt une cape

Just !

Ha ga ur c'hapuchon ! Pa lakeent o c'hapuchon, vij(e) ket gwel(e)t o venn

O vass, nann

Blam oagn… Pudur, houzoh walc'h, a vijent ga…

Ar geuñ deuh 'n hi(ni) vije marw

Ha pet(r)a vé gwraet… Kañw !

Ar c'hañw ! Kañw, ya

Da zusken lar oagn in kañw, mé-keres

In kañw, ya hag ar baotred vije lak(et) ur ruban du diwar gorn o chupenn ah(e) !

Ya

Pa vije kañw !

Ya

Ah ya !

– Ar mo(d)-se vije gwelet kwa

Ya-ya

Ya

Vije gwel(et) lar oagn in kañw

– Ha pad pe-geid ar mo(d)-se jome ?

Ur bla !

Ur bla ! Oagn sañset, ya, me(d) pa(ss) ar vantell-le

Nann, ah nann !

Ar vantell-le vij(e) keme(d) da ze an ent(e)rramant !

Nann !

– Nann-nann

Eo ! Ha da ze an aver(e)nn-ent(e)rramant vij(e) 'è

Ya, matresse, ya

Me(d) goude vij(e) ket lak(et) ar vantell-le, nann

Ah nann ! Ah nann !

– Ha pet(r)a lake ar… Ar plac'h neuhe ?

Ah daon ! Goude vije tenn(et) ar vantell-le, ar plac'h lakee mann e-bed kwa hañ !

Nann

– Mann e-bed ?

Nannn, nann

– Oa kimed ar paotr hag a, a-gement…

Ya, eo ! Ar… Ar c'hoef a vije bordou dantelezh ha renket vijes in kañw ur bla, oa ur c'hoef hag a ha ket droed da zougen dantelezh !

Ah bon a'ha ?!

Ah ! Ah nann-nann ! Ur c'hoef plén, vije lar(e)t deuh an dra-he

Ah ya ?

– Ha oa tennet an, an dantelezh ?

Ya ! Petramed a brenes ur c'hoef plén da lakad pad ur bla !

Ur c'hoef, ur c'hoef simpl kwa !

Just a-walc'h ! Pad ur bla kwa ! Ya

– Ar mo(d)-se oa ar mod kwa ?

Ya-ya-ya ! Pugur neuhe vije douget kañw ur bla, houzoh walc'h

Ya, ya

Ya !

– Ur bla. Un hano na, just a-walc'h, an « anniversaire » deus ar marw ?

Ah ya !

Daon ya ! De-ha-bla !

'N de-ha-bla ! Just a-walc'h, ya

– Oa kemed an dra-he kwa ! Da…

Ah nann-nann !

– « Anniversaire de la mort » kwa

Ya

An dra-he oa 'n de-bla

De-bla ha…

De-bla, ya

Pet(r)a é an anaon deja ?

An anaon é d'(a)n hi(ni) oa 'ho(r)tos ar marw kwa !

Ya-ya

Ya-ya ! Gwich-all vije lar(e)t vije klê(t) essems, houzoh walc'h

Ya

Ha vije lar(e)t :

« Oh daon ya ! An anaon zo ahe à 'ho(r)tos hemañ da vervel » kwa, vije lar(e)t

Ah ya…

Ya

– Essems ?

Essem, un essem ! Ya

Ya

« Klêt so un essem ». Vij(e) ket klêt keme(nt)-se hañ !

Nann

Me(d) daon ! Gwich-all lod a lare ar vêleien vije 'h o(be)r an dra-h(e) pa vije…

Ya

… Klañw un' bennaket kwa !

Ya-ya

Beñ ya ! N'ounn ket pe oa gwir pe pet(r)a…

Nann

N'oun ket bet 'è 'klask goûd kwa !

Nann

– Ha 'vid an anaon, pet(r)a peus klêt diwar-benn an dra-he ?

An anaon, beñ oa ar maro kwa !

– Ar marw ?

Ah ya ! ya

– Aet é d'an anaon ?

Ya, just a-walc'h, ya

Ya

« Aet é d'an anaon » pa vije marw

Vorz pe-naos ar re-yowank vijent ket lak(et) en-dro da…

… D'ar re-varw

… D'ar re-varo

Ah nann ! Gwich e-bed !

– Gwech e-bed ?

Ah nann-nann-nann-nann ! Ah nann !

Pa vijomp…

– Blam bet(r)a ?

Ah daon ! N'ounn ket, n'ounn ket hañ !

Ah beñ ! Vije ket lar(e)t dê kajimant na, na disküet dê, pé vije maro un' mennañket

Nann-nann !

– Ha oa un oad matresse blam da goachañ dê ?

Ya

Just a-walc'h, blam dê pass duskeus un dèn marw kwa !

– Nann, me(d) da-beked pe-oad a oa ?

Oh ! Me n'ounn ket 'ha !

Oh daon ! Me n'ounn ket, daon ! Pa oamp deut d'ar skol d'ar gouent vijemp kass(e)t da wel toud ar re-varo

Ya

D'o(be)r ur pater, houzoh walc'h

Ya

Ahe welemp 'nê, houzoh walc'h

Ya

– Ha pe-oad a oah neuhe ?

Oh daon 'ha ! Pe-oad ? Daon !

Deg la !

Ya !

– Ah ! 'Raog

Naw, naw/deg la

– 'Raog deg la…

Nann-nann !

Ah nann ! A-raog, nann

Nann-nann

Vij(e) ket espliket sort e-bed demp !

Ah ! Sort e-bed vij(e) espliket demp, nann

Nann

(Ne)me(d) vé lar(e)t demp :

« Ale ! Bremañ 'h amp d'o(be)r ur pater da hemañ so maro » kwa, voilà

Ya, ya-ya

Ah(e) vije lar(e)t

– Vij(e) ket lar(e)t nintra d'ar re-yowank a-raog vije bet gwraet o bragou dê kwa !

Ah nann-nann-nann !

– 'Vel vije lar(e)t kwa

Nann-nann ! Ya, gwich-all vije lar(e)t, an hi(ni) vije penvi'g, ya :

« Heñ é gwraet i vragou daoñ raog i rewr ! »

Ya !

Ya aha !

Oh ya !

Me(d) ya ! Beñ ya !

– Chañs neus bet kwa !

Beñ ya ! Ah ma Doue ! Ya, ma ! Mo(d)-se vijemp ha heñ oa ar sistem da lar(e)d oa penvi'g, ma kwa !

09/04/2018

Chervijet merenn d'ur bochad tud

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Skrigneg bla-so, assames oain ga Tanguy Solliec hag ene oa ur bochad tud 'ha : É. ha M-Th. deus Skrigneg, Y. deus Pluskelleg hag A. deus Lanneanou. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Un tamm re a dud so ha n'é ket aes trañskrivañ mad ar mod-se pé meus ket kask e-bed kin 'vid chilow pizh an traou, sete 'benn-neuhe ma ga'efeh tammou traou 'dreus, po kimed lared din-me hag 'o gwelet.

- Me
- Tanguy
- A.
- Y.
M-Th.
É.
J.




– Peus ket gwraet tammou reou-vihen

Oh nann ! N'é ket red o(be)r tammou bihen mo(d)-se 'ha !

– Mo(d)-se vo voien da daped diw wech

Ya, da daped dow !


– Te zo 'hond da rassioniñ 'nê 'ha !

Ya-ya ! Mad é, 'viton é mad 'hat ! Pa vent bihen ar mo(d)-se

– Holala !

– Re-vihen ha re-vras a vo !

Ya !

Ya !

« Voilà » !

– Tailh(añ) an traou

Troc'het heus tro-walc'h, n'eus keme(nt)-se (a) dud !

– Ya-ya ha un tamm bras 'vid Gur…

Ahaha ya !

– Ahahaha !

Hemañ, hemañ zo un troc'her !

Ah ya ? Ya-ya ! Mad a ra ! Leusk anaoñ, ya, ale ! Bep-hin(i) dap i damm

Ale !

« Attends ! Mais y a un couteau à prendre aussi ! »

– Me(d) me zo 'h o(be)r 'benn ar fin

Me, me é red din gwel(e)d 'è


– Mad é Janine ! Pa-pa-pa !

'Klask pet(r)a (e)ma Janine ?

'Klask ur loa !

Heus ket emm loa (e-)bed ah(e) !

– N'eus ket emm !

– Ur loa é an dra-he ?!

Ah ya !

Ur loa-blad !

Ur loa-blad, ya

– Ma kar dit be lak(e)t un tamm brassoc'h dit da-hun !

– Oh bo-bo-bo-bo-bop !

– Tap a rit 'ta goude (a)darre !

– Me(d) (e)ma ket liw ar viser warnon (me)mes-tra

Gast ! An aer neus da veañ mad a'ha !

– Ya, brem(añ) meump ka(ve)t un' da servijañ 'ha(no)mp, heñ ?

Ya, ahe zo traou preparet mad a'ha !

– Ha pe-hini ? Tamm bras pe un tamm bihen ?

– Mad é ahe, ahe é mad !

– Hag un tammig bihen da-heul ahe

Ah ya ! Un tamm zo c'hoazh !

– Ha ar c'hornou bihen neus ket bet ? Mersi !

Ah mad é 'ha !

– Oh ! Mad eint a'ha !

'Vel lare un' : Mad é ma vé rôet deusountoñ !

– Ya

Ya, mersi !

– Mod-all n'é ket mad

Ah nann ! Ma vé ket rôet deusountoñ, n'é ket mad a'ha ! Chomet é Marie-Thérèse…

Beñ an dra-he vé ket gwraet, an dra-he zo…

Nann, lar(e)t, lar(e)t na din : « Dib', dibiñ refeh ho mer(e)nn » lar « me vin ket a-bred » lar

Nann

– N'on ket un troc'her tousseg

Eo-eo-eo !

– Un troc'her…

Ah eo ! Ahe vé…

– Un troc'her gatoiou

Un troc'her mad out !

Hañ ! Me(d) amañ n'eus keme(d) traou vad toud !

[…]

Ha oamp 'lar(e)d « daon ! Pe-lec'h eint chomet ? » Oamp 'lar(e)d

Eh ! Chomet omp d'o(be)r, chomet omp da zelc'h an traou, e(rr)i é re divêd, Janine ?

Nann

« Alors ! »

– Oh ya !

Beñ deut omp duzhtu meump gallet !

Ya


Ah daon ya sur a'ha !

C'hwi zo deus taol ?!

D'an eur-mañ 'n-hin(i) teueh da wel an dud ?!

Ah daon ! Labour ma, kar bremañ oa daw cheñch, te, te zo…


Ni zo tomm demp amañ, me(d) maes n'é ket re hañ !

Te zo laket barzh penn an daol ?

– Ya !

– C'hwi zo, c'hwi zo, c'hwi zo ba'r c'hleder ahe !

Boñjour !

– Boñjour !


Daon ! Fenos heus ket ankoueet ?

Ya, ni zo tomm demp amañ !

– Boñjour, boñjour


– Nann, meus ket ankoueet, me(d) telefonet oa, telefonet oa din dec'h !

Ah !

– Ma ket bet amzer da, da…

Weles ket, Yves ?


– Mad a'h a ar jeu ganit, nann ?

Yves, Yves oa fachet am(añ) blam oas ket deut

– Pet(r)a ri…

Ka(ve)t heus an hent ?

– Oh ya !

– Daon ! C'hwi zo, c'hwi zo ba'r c'hleder am(añ) ! Am(añ), am(añ), am(añ)… Am(añ) é tomm heñ !

Ya

Ya ! Ah ! Am(añ) é tomm, ya

– Me(d) maes, maes n'é ket mo(d)-se é…

– Ah beñ, 'tond deuh er-maes é sur 'ha !

– Ah me(d), n'onn ket (ha)g-eñ n'eus ket e(rr)i ur bann'h d'o(be)r…

Ah bon ?!

– Heñ ?

Ah ya ?

– Dour, dour

Me(d) te, me(d) lar(e)d a ra hañ !

– Dour !


– Ah ! Dour (a)darr(e) ?!

– Ya

– 'Benn (ar)c'hoazh neunt lar(e)t lar ray ket glô

– Oh ! N'é ket, n'é ket ! Krog é (???)

Aseet 'ta paotred ! Aseet !

– Me(d) dour ree fenoñs !

Ya-ya ! Chomet aseet !

Chomet é ar re (???) hañ !

– Ra ket, bremañ ra ket 'ha !

– Nann, me(d) o(be)r a rey 'ha ! Ka(s)i-sur…

– Ah boñ ?

– Oh ya !

– Ah !

Daon ! Goûd a hounn n'eus den nessesser (e-)bed !

Ah daon nann ! Gwraet zo mod a oa

Ur person a oa ?

Oh ! Oa ket ! Ha vé person (e-)bed kin…


Nann, n'eus person (e-)bed kin, n'eus den e-bed kin hañ !

Oh ! Ma ! Mechañs 'velkent é…

Eürusamant, eürusamant (e)ma Jiji !


– Oa ket, oa ket deut ?

Eo ! Me(d) oa person e-bed…

– Ah daon ! Te peus gwraet ar person !

Mechañs meus owen, mechañs lakeeh pêo 'han(o)h mad 'velkent !

Daon n'é ket ! Sort e-bed ! Na bek(ed) ur bann'h-kafe na sort meus bet !


Na sort e-bed gwech e-bed… Nann a'ha !

Ah ba-ba-ba !

– Me(d) se n'é ket normal heñ ! Ah nonn-nonn…


Ah nann a'ha !

– An dra-s(e) n'é ket normal !

Lar dê son ar c'hleier, bremañ 'vel vé lar(e)t, ya

Eürusamant vé ket emm (ne)med da waskañ war ar bouton, mod-all vije renket… Da chechañ war ar gordenn

– Ahaha, ah nann a'ha ! Nann

Ah la-la-la-la-la-la !

– Bon ! Un tamm (v)o laket doc'h ? Un tamm gachen ?

Ah ! Ya, ya-ya ! Ni meump ket deb(e)t hon mer(e)nn, nann

– Ha re-vras ha re-vihen


Daon n'é ket, sur !

Nann, heb bann'h-kafe (e-)bed na sort e-bed !

Sort na peut bet, 'vel lær(e)s

Vent, vent ket emm 'nê, me(d) kement-ha lar(e)d kwa hañ !

Beñ just a-walc'h !

Ya, kement-ha lar(e)d, ya

Bon Yves ! Pe hi(ni)-ru pe, pe hi(ni)-gwenn pe bet(r)a vo ?

– An heñi zo divouchonet bremañ, nann-nann, n'es ket d(a) zivouchoniñ 'nèi

Daon eo 'ha ! Divouchonet a renk beañ !

– Ga (???) n'eus ket droad da zivouchoniñ ur voutailh…

Eo-eo-eo-eo ! Houzh (v)o evet ! Bon boñ !

– Me(d) heñi-ru peus 'è ?

Ya 'ha ! Ah ! Me(d) gwraet gwelloc'h ganes !

– Ah ya ! Ur bann'h heñi-ru ziskenno ba'n toull 'vel an heñi-gwenn

Bon-bon-bon ! Ale-ale !

– Nann

Pugur ar re-m(añ)-all evin (???)

– Nann, ba nann ! Me(d) be vo müoc'h, müoc'h a se chomo deus ar re-ell

Ya !

Da vamm n'é ket deut ?

– Beñ nann, labour(a)d a ree


Ah !

– Ah ya… Un mennag renk labour(a)d !

Ah ya…


– Beñ ya

Daon ya 'ha !

– Me(d) me oan ket choñj lar vije bet toud an dud amañ (a)ssames kwa !

Ah ! Gwel(ed) a res ? Daon ! Me(d) ni zo 'n-om ga(v)et hañ ! Divêd omp, me(d)…

– Beñ ya-ya, me(d) me m[a], me oan ket choñj oa…

Ar re-m(añ) pa vé lar(e)t…

– … Un tamm kaos vé gwraet…

Ah !

Ar re-m(añ), pé vé lar(e)t un hanter-komz dê (???) i gatoiou !

Daon 'ha sur !

Ah daon ! Ahe ma bet sort hañ !

Daon ma'hat-sur, ya !

Ah ya ! Pemp eur oa son(e)t just pa oan 'che(rr)iñ an ilis

Ah ! Weles ket !

Sell meump ket kollet amzer hañ !

Ah nann a'ha !

Nann, nann

Me(d) an dra-he zo braw, 'velkent, gwel, kaoud ur bochad tud da, da zigemer 'han(o)h ar mo(d)-se !

08/04/2018

Deus charriter da gaporal ha da labourer-douar

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti H. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Bon ! Dre b(e)-lec'h gomañsomp neuh(e) ?

– Ganet out amañ ?

Ba Skrigneg

– Ah ! Ba Skrigneg ?

Ya

– Pevare oa ?

Of !!! Moien zo din da lar(e)d dit : Ar blavezh mil naw-c'hant seizh war'n-ugent, komañs ra kontañ…

– Ha ganet ba Sk-, me(d) ba p(e)-lec'h ba Skrigneg ?

Ba Quillivel !

– Quillivel, pe-lec'h (e)ma an dra-he ?

'Tre Kr(o)as ar C'hure hag ar Roc'h, pe(va)r gilometr dow-c'hant pe tri-c'hant ahann

– Pugur amañ (e)momp ba Berrien

Ah ! Amañ, ar rinier zo ahe gis-se hag ar pont so a(ho)nt a(r) gi-nt hag en tu-all da Skrigneg

– Me(d) ma larefes : Brezhoneg Skrigneg pe brezhoneg Berrien ?

Beñ mï(o)c'h Skrigneg !

– Mïoc'h Skrigneg

Ya, gwelloc'h a anveon brezhoneg Skrigneg 'vi(d) an hi(ni) Berrien, daoust-ha m'eint kajimant meh-mod a-walc'h… Dre kemed komjennou, komjennou zo 'vel ar… Ar mikanik d'o(be)r kafe ! Me lar ar gaftier(e)nn ba Skrigneg hag ar vamm-gàer amañ a lare ar grèg

– Ah ! Ar grèg vé lar(e)t amañ ?

Ya, me ma ket bet klêt a-raog, d'ar mar(e) oan ba Skrigneg… Daw vé lar(ed) ar mod vé gallet o(be)r hañ ! Mod-all boñ, beñ meus ket bet gallet, meus ket bet anveet cheñchamant, beñ tss ! N'eus keme(d) ar rinier (e)tress(e)g en(e) ha Berrien ! Sete memes labouriou (a)ssames : Dorn(añ) ha kement tra zo toud ! Set(e) ar c'homjennou a chom papred kwa !

– Ha 'benn-neuhe, me(d) pet(r)a ree da dud ?

Pet(r)a ree ma zud ?

– Ya

Ah ! Me zo un dèn drol un tamm ! Me zo ganet ba Skrigneg ha ma naw mis pa oan aet da Baris

– Da Baris ?!

Ya

– Ah ya !

Ma zad oa flik…

– Apala !

Trôet-fall a oa… Eh ! Lod a lar an dra-h(e)

– Ya, matresse walc'h, ya…

Ar voaiouchen n'eint ket mad, me(d) ar fliked n'eint ket 'è

– Nann

Sete ma naw mis p(a) oan aet da Baris neuhe, pa oan ganet ba ti ma zad-kozh ba Skrigneg. Boñ hag a… Beb hañw teuemp da Skrigneg neuhe da di an ta(d)-kozh, pad ar vakañchou, sete vije plijadur gwel (a)ha(no)mp 'n-om gaoud ! Pass p(a) oan bihen ! P(a) oan kresket, sete ma zad ha ma mamm, pa teuent neuhe, a'h ee da dreïñ ed war-lerc'h an droc'hér(e)s, pakañ dê ha choukour kement tra oa toud kwa !

– Pe-geid oas chomet barzh Paris ?

Ba'r skolachou bras, 'vel lar ar re-mañ, meus gwraet ba Paris da-beked ar… Komañsamant ar vresel

– Pad un treuchad mad memes-tra

Beñ ehe ! Ya ! Me(d) ma ket gwraet (ne)me(d) diskiñ be asen !

– Ah ya ? Aha !

Pa oa deut ar vresel neuheñ, oan chom(et) barzh ti ma zad-kozh, ba Quillivel ! Hag ha aet d'ar skol, da Skrigneg, sete ma gwraet ur blavezh-skol ba Skrigneg neuheñ gad ur skolêr ! Mije rôet la légion d'honneur daoñ, ma mije gallet o(be)r, kar na ouïen sort (e-)bed p(a) oan deut ahe ! Hag a an n(a)onteg a vis… 19 juin 40, oan bet ba'r sertifikad ba Uhelgo(a)t ha ma bet ma sertifikad ! Hag é drol la ba Paris oa nul an dud ! Da-beked tregont, pemp-ha-tregont ba'r me(me)s klass, sete sauve-qui-peut ! 'Vel lar ar re-mañ

– Ya, 'vel bremañ partoud kwa !

Ah ! Me n'ounn ket, me(d) lar(e)d a rañw ar skolêr-se ! Heñzh a verite…

– Me(d) ped a oa ba'r c'hlass neuheñ ?

Oh ! N'é ket blam oamp gwal galz ! Oh ! Matrehe oa un ugent pe dow war'n-ugent pe dri war'n-ugent, med a… Me(d) ur skolêr mad ! Ahe, da zigentañ vïe daw 'n-om gannañ ga les participes passés ! Ha tammou traou mo(d)-se, me(d) impeccable !

– Deut a-benn

Ah ya paotr-kaezh ! Formidable ! Ahaha ! Sete goude neuh(e) oan 'ha ! Goude oa passeet ar blavezh naw-ha-tregont ha dow-ugent oan aet da Baris (a)darre neuhe 'vi(d) tri mis. Gast ! D'ar skol klañw, bet dow vis ba'n ospital, sete deut e vakañchou ha ma gallet leusk ar skol da gac'h(a)d ! Hag aet war ma c'his goude (a)darre neuheñ ar bla war-lerc'h… Oh ! Me(d) 'benn (ar) fin oan skuizh 'hond da Baris ! Oan chom(et) ba ti ma zad-kozh ha ma yon(tr) a oa prisonier ba'n Allemagne, sete oa ka(v)et grass kaou(d) (a)ha(n)on d'o(be)r tammou labouriou !

– Me(d) pa ket gwraet gwech e-bed a-raog, pugur oas barzh Pa(r)is

Ya, me(d) hanter an amzer vïen ba Quillivel

– Ah ya memes-tra !

Ar vakañchou toud vïe passeet ba Quillivel

– Ya, me(d) vije labouret pad ar vakeñchou 'e ?

Me(d) sertenamant neuhe ! Oan ket ganet feneant ! Ahaha !

– Ahaha !

Hag ar c'heseg blije din

– Ah ya ?

Ah ! Charriter paotr-kaezh !

– Charriter out bet ?!

Oh ya paotr-kaezh !


Da, da drivec'h la, p(a) oa deut ma yont deus an Allemagne, beñ heñheñ ! Ma, ma renket kemer un hent pennaket kwa heñ !

– Ar vusetenn

Ehe ! Ar vustenn, ya, 'vel lares… Sete oan aet da Baris war ma c'his (a)darr(e) neuhe !

– Ah ya en-dro ?

Ah ya ! Daout-ha ma blije ket Paris din mod e-bed !

– Ah ! Pa ket keuñ heñ ?

Na ! Blije ket din ! Nann, blije ket Paris din. Sete ma zad na ka(ve)t un toull din !

– Un toull ?

Ya ahaha !

– Ah ya ?

Ah, ah, ah… Un direksïon kwa !

– Ya-ya-ya ?

Sapeur-pompier de Paris

– Ah ya ! Cheñchet oa memes-tra 'vid…

Ah beñ ehe !

– Gwelloc'h 'vi(d) beg-e-dok ?

Heñ ?

– Gwelloc'h oa 'vi(d) beg-e-dok ?

Beñ n'ounn ket ! Beñ beg-i-dok da drivec'h la oa ket hañ ! Ah nann ! 'Benn-neuhe renkes kaoud ur bla war'n-ugent, dow pe dri pe be gwraet da goñje ganes, pe me oar pet(r)a n'ounn… Ma ket bet essêet, me(d) ba'r bomperien antres da drivec'h la, kemeret tri bla ! Pchiou ! 1036 jours ! Sete d(a) zigentañ oain komañs(et) da gontañ 'nê :

« Boñ merde ! Me zo amañ 'vi(d) keme(nt)-se c'hoazh ! »

Go(r)tos 'ta ! 'H añw da ziskeus ur poltred ! Amañ ma tapet

– Te an-heñi é ?

Eh ! Me é an den !

– Heñheñ ! Gwisket prop heñ !

Ah beñ eh !

– Gran an traou ! Ahaha !

Aha ! Ah(e) é renket luc'hiñ hañ !

– Ya-ya-ya, hum-hum… Ha pevar(e) oa ?

An dra-he oa, hezh so bet tennet da… Mis-du pemp-ha-dow-ugent, mil naw-c'hant pemp-ha-dow-ugent, fin ar bla, p(a) oan partïet. Pet(r)a oa an dra-he ? Of ! Teir si(zhu)n pe ur mis goud(e) oan partïet, pe 'benn, 'benn oan ambarket kwa !

– Ya-ya-ya-ya-ya, ah ya ! Sete 'benn-neuhe oa, pa ka(v)et labour duzhtu ba… ?

Aha ! Ah ya ! Labour, ya ! Eh, eh, eh… Dressage ma ka(v)et, ahaha !

– Ah ya ? Dress an dud a oa ?

Ah ! Eho ah ! Ar reñ-h(e) zo dresset hañ !

– Ar bomberien 'e ?

Oh po-po-po !!!

– Koulz 'vel ar jañdarmeed ?

Beñ n'é ket memes-mod hañ !

– Nann, n'é ket memes-mod

Nann, me(d) meus ket (a) geuñ, meus ket (a) geuñ

– Ha kontant oa da dad neuh(e) ?

Beñ daw oa kaoud, daw oa din kaoud un dra mennaket hañ !

– Ya-ya-ya, sur, ya ! Ha tri bla peus gwraet neuh(e) ?

Tri bla meus gwraet, ya

– Ha goud(e)-se deut en-dro amañ ?

Beñ, 'benn oan partïet ma ka(v)et 'r gamarades !

– Apala !

Ah !

– Barzh Paris ? Ah ! Amañ ?

Amañ ! Aha !

– Aha ! Faot ket mond pell heñ !

Pe(va)r gilometr hanter, pemp a oamp kwa ! Aha ! Peu-prè… Sete 'benn oan aet da Baris, mani(er) be làer, sete boñ beñ… 'Benn ar fin oa lar(e)t din :

« Me(d) n'ounn ket 'hañw n'é ket ar fakteur zimeo gati 'benn ar fin ! »

Pugur lizhirou vije ! Me(d) nann, ar fakteur na ket bet gwraet domaj demp. Sete 'benn oa echu neuhe oan dimeet ha deut da zelc'h ur feurm amañ gi-m(añ), ah ya ! Me(d) chañs ma bet pad tri bla : Be koueet mad partoud ! Pugur pevar mis é bet instruction, 'vel lar ar re-mañ, à tiskiñ ! Ha koueet ga ur, ga ur sossiete abominab(l) kwa ! Ur serjant ha kaporôed hag a oaint extra ! Sete boñ… Hag à tond deuh ur feurm, un nerzh inkomprenab(l) dê ! Me mïe debet mein da drivec'h la, nij(e) ket bet gwraet droug din ! Me(d) me oa kreñw ha kaled d'ar poent-se kwa heñ ! Sete blam bet(r)a ? Yac'h a oan kwa ! Pevar(e) ha pet(r)a oamp ? C'hwec'h pe seizh war'n-ugent oamp ba… À tiskiñ assames ! Ha oain un' deu(h) ar re-well(añ) !

– Ah ya ?

Ya, (ne)med-seped ma, un defo ma : Ouïen ket neuñial, ah !

– Ha disket peus dibowe ?

Oh beñ oblij(e)t d'o(be)r

– Ah, oblijet d'o(be)r

Ah ya ! Pugur n'ouzes ket ?! An hi(ni) oar ket neuñial na sorti ket d'an noñs !

– Blam bet(r)a ?

Ar lêsenn ! Blamed d'oblij an dud da, da ziskiñ neuñial ! Sete d'ar mar(e) raog, a-raog ouïen ket neuñial ha mij(e) droed da sortïal, me(d) 'benn deg eur deus an abard'hê vïe daw rantreal ! Me(d) an dra-he boñ ! Me(d) 'n-om lakeet ma da ziskiñ hañ ! Ha chikour(e)t oan ! Oh ! Chikour(e)t oan gad… Oa ket gwraet (a) druch din kwa ! Kar owen ma an dour, me(d) me laron ket : Ba amañ gi-mañ, da b(e)-lec'h 'h eches ? Da lenn Uhelgoat ?! N'eches ket !

– D'ar rinier ?

Ar rinier oa yin !

– Ya-ya ha oa ket, oa ket don a-walc'h matresse ?

Oh ! Hoho ! Eo ! Me(d) nann, oa ket, oamp ket, re-yowank, atetet ga'r rinier neuhe na ga dour kwa !

– Nann ? Memes ba poullou ? Ba poullou-dour ha-traou ?

Nann, ba ma sekteur a(ho)nt a(r) gi-nt… Oa ket kalz a dud 'è, me(d) ar re-yowank, nann, nann-nann ! Oamp ket… Oamp ket tomm deus an dour kwa ! Me(d) ene ma renket 'n-om gaoud kwa ! Oh gast ! Am(añ) oa ur vuhe paotr !

– Ha ba p(e)-lec'h oa la pa disket ? Ba'r pissin pe… ?

Ba'r pissin

– Ah ya ?

Ya-ya, sete da zigentañ 'h eemp toud d'ar pissin, sete vïe daw… Me(d) 'benn ar fin oan reuperet lar oain un tamm louarn 'è ! A chechen ma zreid ganin d'ar pissin, sete… Oh gast ! Meus ket bet d(a) 'n-om jaliñ ! Memes ur, ur c'habiten gasse (a)ha(n)on (a)ssames gantoñ d'an dour hag e-se halles lar(e)d la c'hoant da lar reüssichen 'è kwa ! Kar kalz a ouïe neuñial hañ ! Deu(h) ar re oa (a)ssames ganiñ

– Ah ya ?

Oh ya ! Ha neuñial mad hañ ! Me(d) me oa un plouc 'hat paotr ! Pfou ! Olalalalalala ! Sete bon beñ gallet da dressiñ (a)ha(n)on kwa ! Sete 'benn ar fin vïen laket war bemp metr uhel(d)er da sotiñ d'an traoñ ba tri metr dour. Ar wech kentañ, nondidïe !

« Gast ! 'Benn, ma'hat teuin ket deuh ar foñs ahe gis-se… »

Penses-tu ! Pugur peurvïañ m'é don an dour, mïañ aesed teues d'an nec'h goude ! Soveteet an den ! Ma ket owen kin ! Ale chuittt ! Ha béc'h dèi ! Sete boñ passeet mad ar pevar mis hag goude oamp aet neuheñ da Asnière, 'h o(be)r ur staj, meus ket joñj (???), me(d) oh ! C'hoant d'ond d'ar peloton 'è ! Aha !

– Ah ya ?

Beñ ya ! 'Vel un neubeud-all oa memes ganemp ha da dessidet mond d'ar peloton

– Me(d) pet(r)a é « mond 'ar peloton » ?

Beñ mond da ziskiñ be kaporal !

– Hañ ! An dra-he é ?

Ah ! Ar re-yowank so brem(añ) n'ouzont ket pet(r)a é an dra-h(e)

– Beñ pe-sort mod a ouïefent… Ahaha !

Ahaha ! Sete oamp aet hag a oa digoueet demp mond d'ar peloton, of ! Deg munut deus lem oamp à chom barzh Paris. Ma zad ha ma mamm oa 'chom ba Passy hag ar peloton oa ba la caserne pe, pe le poste, Auteuil, oa ket pell ahane. Sete passeet mad ar jeu a'ha ! Sete neuhe alesse oan hanvet hag deuh ar peloton oan aet da Boulogne, Boulogne-Billancourt. Anveet heus ket bet… N'anves ket Paris ?

– Pass re

Tamm (e-)bed, nann ?

– Yeo ! Ur wech pe ziw oun bet, me(d)…

Ah ya !

– Me(d) blij ket re ar c'hêriou din

N'anves keme(d) an tour-Eiffel 'è kwa !

– Bet oun bet wel ur, ur geniter din, barzh Paris kwa ! Me(d) n'oun ket 'visitiñ kwa !

Be(ñ) an hi(ni) 'h a da Baris so oblij(e)t da wel an tour-Eiffel, pugur hemañ vé gwel(et) deuh a bartoud !

– Oh ya ! Matresse ma gwel(e)t, me(d) meus ket joñj kin

Ah ! Heus ket joñj

– Me n'oun ket, n'oun ket bet 'kichenn kwa !

Ah nann ! Beñ ni oamp ket pell, Passy oa ket pell deuh an tour-Eiffel, of ! Dow gilometr pe dri matre'n… Set(e) on bet ur bla ba Boulogne, Boulogne-Billancourt, nondidïe ! Oan ket divalo ene 'hat ! Me(d) ne oain ket chomet, ehe !

– Ah nann ?

Me(d) ene, ene ha ene… 'R gwashañ tra ma bet gwel(e)t a Baris oa an dra-he : Gelvet d'ond d'ur c'hlinik da gass oxygène d'ur plac'h hag a oa à'h akouchiñ

– Ha nagn ket oksijen ba, ba'r c'hlinik ?

Sort ! Sort ! Me(d) d'ar blavezh a gonton dit ahe, an dra-he é goud(e) ar vresel heñ !

– Ya-ya-ya, goud(e)… Me(d) drol memes-tra lar, lar nije bet ar bomperien kwa ! Me(d) pass ar c'hlinik kwa !

Mo(d)-se oa ! Sete pugur oan kaporal, an adjudant ha me oa aet d'ar gambr ! Fffou ! Ar gwas oa maes ba'r c'houloar, ar bugul bihen a oa ba'r c'ha(v)ell ! Hag an adjudant ha me oa, hag ar vedussined, oa 'tro dèi kwa ! An adjudant ha me oa à reïñ de l'oxygène dèi… Ya, me(d) marvet é-i. Oh ! Ur c'houchad oa ha gwraet une hémorragie ! Gast ! Ma keme(d) n(a)onteg la, beñ mon vieux ! Ma joñj(e)t :

« Ma é an dra-m(añ) an dimeiñ 'ha paotr ! »

Ar powr-kaezh den oa maes ba'r c'houloar, i wreg marw ha ur bugul bihen, na ket div eur harolaz ! Pfou ! Gast ! Ah ! An dra-he na skôe(t) (a)ha(n)on 'ha !

« Oyow !!! » Ma lar(e)t ! « Gast 'dedïe-dïe-dïe !!! Me(d) an dra-m(añ) zo ur vuhe 'ha ! » Ma joñj(e)t

Boñ, me(d) meus ket bet ankoueet, me(d) boñ ankoueet memes-tra kwa heñ ! Mod-all ma mij(e) ket ankoueet, vïen ket dimeet hag a mïe lar(e)t dèi

« Oh nonn ! »

Me(d) boñ, dond a res d'ankouaad 'nê… Bon ! Sete passeet mo(d)-se

Goude neuhe ma ket gouïet blam bet(r)a, oan kass(e)t d'o(be)r ur c'haporal da ziskiñ kaporaled-all !

« Merde ! » Joñjen, « pet(r)a meus gwraet (a)darr(e) 'benn meus goneet an dra-mañ ?! »

Ha oan bet pevar mis ba Champerret neuhe, ba'n usin vras ! 'Vel lar ar re-mañ, 'tiskiñ les, les élèves caporaux vé gwraet deus an dra-h(e), bon ! 'Velt ur roue 'ha ! Intouchable !

– Ahaha ! Mestr ba'n ti !

Ya ! Hag a vij(e)s ket amerdet ga, ga an ofissourien nag ar sous-ofissourien kwa ! Boñ ! Sete goude, p(a) oa echu an dra-he neuhe, deut 'ta da Grenelle (a)darre neuhe ! Ha oan ket bet, oh ! Oan ket bet pemzete : Lakeet ur c'houchad re-yowank din (a)darr(e) da ziskiñ !

« Merde ! » Joñjen, « amañ n'o echu (e-)bed 'vidon ! »

Sete an dra-he oa partïet 'vi(d) pevar mis (a)darre ! Sete neuhe dostee la quille ! 'Vel lar 'r…

– La quille ?

La quille, ya ! Echu 'ha an obadenn ! Bremañ 'h añw d'ar gêr !

– Ya, echu ar pardon kwa !

Echu ar pardon ! Ya, sete 'benn oa echu neuhe a oan dimeet hag goud(e) an eur(e)d ma renket mond war ma c'his, ma ket echu-tre ! Set(e) ar wreg oa deut da ma c'haoud goude neuhe hag na bisitet Paris ga ma zad, ganemp ha-toud ahe gis-se hag a… Mis-hero oan 'n-om ga(ve)t ba'r gêr neuhe, prest da lakad ed ha-toud ! Ba'r feurm, aha ! Eh voilà !

Sete goude neuhe on bet chomet amañ

– Passeet deus kaporal da charriter

Da charriter da gaporal

– Ah !

Ha da gultivateur

– Ah ! Ha da labourer-douar war-lerc'h

Ha da labourer-douar ! 'Vel vïe lar(e)t 'ta d'ar poent-se :

« Retour à la terre ! »

– Ya, ah beñ an dra-he oa hañ ?

Beñ an dra-he oa ha meus ket (a) geuñ

– Nann, me(d) dibowe out bet en-dro ba Paris ?

N'é ket ! Ar chef de gare zo fachet deuh-ouin ! Daon ya ! Houll ket roiñ bilhed (e-)bed din d'ond ! Eh ! Meus ket bet issêet mond hañ !

– Ah nann

Of ! Eh ! Hag ar wech é kemer(et) ur feurm, n'out ket kap d'ond da…

– Nann

Da haloupad mo(d)-se

– Nann

'Vi(d) d'ar poent-se ! Bremañ 'h ent pemzete n'ouzes ket da b(e)-lec'h da, da reiñ vakeñchou ha-toud ! Me(d) d'ar poent-se oa ket vankeñchou hañ !

– Nann

Ur wech komañs(e)t da zelc'h un tamm feurm, den e-bed 'n-om jale ! Den e-bed vïe 'klask mond da, in vakeñchou na sort e-bed d'ar poent-se

– Beñ nann, ahe oa o buhe kwa !

Bevet… Bew ar mo(d)-se kwa !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog