17/12/2017

Fest ar pe-moc'h, anduilh, yod-patates ha kouraihou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba un ostaliri assames ga É. deus Skrigneg, F. deus Bolazeg ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
F.
É.



­– Me(d) piw ta laret din-me na gwel(e)t ar blei divé amañ ?

– Ma mamm-gozh


Ah boñ ?

– Ma mamm-gozh, ya, seizh la… Oh, me(d) ma mamm-gozh oa ganet 'raog 1900 heñ !

Hag a…

– Hag a…

Ha gwich-all oa bleizi hañ !

– Ha' oa seizh la, na gwel(et) ar blei divê

Hag aboea n'eus ket bet ?

– Nann

– Disparisset eint

– Me(d) 'tond en-dro (e)maint, pegur an dra-he zo skrivet war ar journal ahe !

– Ah ya, Élise ! Te responto demp matresse, pugur oamp 'klask an dra-he ar wech divé, pet(r)a vé lar(e)t deus un daol ar mo(d)-se hag a zo « bancale » ? Pe ur gador pe fout-pet(r)a vo, n'é ket kompes kwa, me(d)…


Nann

N'é ket, n'é ket kompes, nann

Daon 'ha !

N'é ket kompes

Beñ !

N'é ket plén, me(d) boñ…

Ah beñ n'é ket kompes ha n'é ket plén ! Pet(r)a vé lar(e)t mod-all ?

Nann

– Displén, vé ket lar(e)t ?

Dis-…

Displén vé lar(e)t 'è !

Displén, ya, displén n'é ket kompes…

Pet(r)a vije lar(e)t deuh un' ha' vije tommeet daoñ ha e(rr)i vije « bancal » 'è ? Ah ! Heñ ?

– Ahahaha !

P(a) vije tommeet daoñ, houzoh walc'h, il est bancal !

– Jilgamm, n'é ket ?


N'é ket…

Ah ! Jilgamm a zo mond a-dreus


– Ya


A-dreus ha…

Ya, ya, ya ! Bancal… Pa vije bancal vije red d'o(be)r kasellig daoñ !

Kasellig

Daon ! Blam(e)d daoñ da chom 'n i saw !

– Ya, 'h o(be)r kasellig, ya

'Feñ nije bet ur bann'h re kwa !

Kasellig, ahahaha !

« Ah ! Taol ple(d) mad ! » Lare mamm da ma zad pa 'h eemp d'ar friko pe-moc'h, « goûd da-beked p(e)-lec'h mond ! Kar n'efomp ket d'o(be)r kasellig dit ! »

Ah ya !

– Da zond d'ar gêr

– Kasellig


Gwich-all a'h ee an nén

Ya

Houzoh walc'h, deuh an noñs d'ar frikow-moc'h

Ya

'Ti an amiseien

Ya ! Ya-ya

Ah beñ, me lar dit ahe his-se 'ha ! Vije debet ha evet !

Ya-ya-ya

Ken-ha-ken a vije ! Pad ar su(zhu)n a vije kajimant tamm kig e-bed da zibiñ !

Ah beñ nann

Me(d) pa 'h eemp ar mo(d)-se a vije : Soubenn ! Kig-soubenn ! Dow sort pate !

Ya

Ehe ! Silzig !

Silzig, ya

Oh ! Ha… Ah ! Me(d) c'est dément hein ! Sete…

Un hanter deuh ar pe-moc'h vije kass(e)t dê-gn ha gañ purée mat heñ !

Ya ! Ha ka(sse)t un tamm da bep-hi(ni)

An ameseien vije kasset beb a damm dê ! Ah !

Sete vije…

– Me(d) deus, deus an dra-he meus joñj 'e hañ !

Te heus choñj deuh an dra-he 'è ?

– Ya, fest ar pi-moc'h ba ti ur (v)oer(e)b din

Ah ! Biskoazh kemend-all !

Ar friko

– Ha' ree friko

Ah ya

– Friko ree ga'r c'hig ha oa… Pet(r)a vé lar(e)t… « Des pruneaux » barzh

Beñ daon ya !

Ya, prun

– Me(d) an dra-he ma ka(v)et mad !

Ya !

– Deus an dra-he meus choñj oa mad

Ah, ah ya !

An dra-he

Beñ d'ar mar(e)-se, ya !

Ya

– Ya

– Me(d) fest ar pi-moc'h vije gwraet partoud !


Ya

Ya !

Ya-ya !

– Partoud-partoud !

Partoud-partoud ha rôet un tamm kig

– Ya

Pa teuent da bidiñ teue un tamm kig gate ! Un tamm mell-kein !

Ya, mell-kein, ya, ya… Ya, me(d), me(d) an hin(i) vije d(a) lah(añ) ar pe-moc'h, heñ 'h ee an tamm gwellañ deuh ar pe-moc'h gantoñ

Ah daon ya 'ha ! Ah ya ! Aha !

Heñ nije ar müañ chañs !

Eh ! Hag a vijent, p(a) vije lah(e)t ar pe-moc'h vije lak(et) (d)indan an daol, laket dow pe dri sac'h-temz, laket hor'n warnoñ war un tamm plous ! Ha vije lesket en(e) da sallañ ha vije treig an dud war ar re-he ! Ah ! Pad pemzete, teir su(zhu)n… Du-he vije ket mo(d)-se ?!

Pa oan Bolazeg, meus ch… Kâ(d) ra din meus choñj ur wech oa, oa pet(r)a (d)indan an daol !


Ya

Me(d) boñ… An dra-he oa 'raog ar…

Ahaha ! Ah ! Me meus choñj deuh an dra-he ! Vij(e) ket laket ba'h ar poujou 'vel vé gwraet, pe 'vel vije…

Ah ! Ar pod-grè é ? Ya


Ha amañ vije lak(et)

Ya

(D)indan an daol !

(D)indan an daol


– Me(d) mod-all ma klêt 'e dristribilh, deus ar soliou

Ah ! Goude ya ! Vijent laket a-stribilh

Ya-ya

Ar c'hostennou

– Ya

Ar c'hostïennou, ya

Ar c'hostïennou, pa vijent sall a-walc'h hag a-blassou vije ket sallet mad !

An anduilh ba'r chiminar

– Ya

Ya

Eh ! Ba'h ur plass oa, just a-walc'h, an dornañ ha laket ur pezh treñchenn-gig ahe d'o(be)r soubenn ha 'n-on ga(ve)t, hag a un' a lar :

« Daon ! Me(d) te heus ka(ve)t vermissel 'e ? » Lar daoñ

Pudur toud ar, ar preñved oa deut war ar gourr(e) ! Houzoh walc'h

Ah ya-ya-ya !

– Ha mod-all vije ket implijet ar gwad ? Nann ?

Nann

Euh…

Du-mañ vije, dre zu-mañ vij(e) ket gwraet

– « Du boudin » vije k…

Serten plass

– Ah ya ?

Serten plassou, ya, pugur amañ…


Dre zu-mañ oa k(et) ar mod

Nann

– Nann

Alïes vije ket gwraet

Nann, nann, nann

– Ba du-mañ vije ket gwraet


Nann

– An dra-he zepante deus an dud


Ya

Ya, ar re vije 'lahañ 'naoñ ba'r park

Me welen ket den e-bed war douar Kerbrad sañset

Nann-nann

– Ga'r c'horailhou vije gwraet un dra bennaket ?

Ar c'hourailhou ! Ar c'hourailhou oa… Pet(r)a oa an dra-he just a-walc'h ?

– E galleg, « c'est… »

An dra-he vije laket ba'h ar pate, vije ket ?

– « C'est les abats »

Les abats ? Hum

Les abats ?

– Ya

C'hourailhou, ya

Heñ ?

Beñ koulskoude mamp klêt an dra-he alïes a-walc'h…

– Klêt ma kaos deuh ar c'horailhou oa ar gwad, ar bouellou, ar skevent…

Ya

– Ha tammou traou deus an tu-dabarzh

Kourailhou ar pe-moc'h

Kourailhou ar pe-moc'h


– Ya

Ah ben oui, an dra-he vije… Ur lodenn kwa ! Vije laket ba'h ar pate ! Pe ba ar saossisson !

– Ur lodenn deus ar c'horailhou ?

Ya, me(d) aboea zo pell, ni meump kousket 'boea ! Meump ket choñj

– Me(d) ma klêt just a-walc'h ga un' deus Berrien ha na lar(e)t vije gwraet ga'r c'hig ha vije gwraet ga'r vel(in)-bate !


Ur pet(r)a ?!

– Ur vel(in)-bate !

Ur vil(in) ?

– Ur vil(in), ya, ur vil(in)-bate

Ur vil(in) da, da zrailhañ 'nê vije ! Deus an daol vije staget ha laket war…

Ah !!! Ah ya ! Ya-ya-ya-ya-ya ! Da zrailhañ

– Ah ya ?

Da… Daon ya !

Biñset war an daol ahe

– Da zrailh(añ) ar c'hig

Ah ya ! Gad a…

– Houzh ree ar vil(in), ar vel(in)-bate deus an dra-he

Ya !

– Ar vel(in)-bate ahe

Ha, ha c'hoazh vije…

D'o(be)r, d'o(be)r ar silzig vije meh-mod 'è

Ha vije koeñset

Ya

Deus korn an daol

Ya-ya

Vije sterdet ha…

Ya-ya

Ha me meus un' papred !

Oh ya ? Ah boñ ?

Ya !

Ah ya

– Ha' res pate ?


Oh ! Rañw ket 'ha !

– Pate-yir zo… Nann ? N'eus ket voien d'o(be)r ?

Oh ! Pate-yir…

– Ha milin-bate a res deus an dra-he 'e pe… ?

Ur vil(in), vije ket lar(e)t

Ur vil(in)

– Ah ya ! Ur vil(in), ya

Vije ket spessifïet « pate », nann. Ha oa mad pa vije diviñset ur penn d'o(be)r ar silzig !

– Hum, ya

Vije cheñchet, machin(et) hag a…

Ya !

Ahe vije gwraet

– Ya

Ar silzig ha…

– Ar silzig, n'é ket ga'r bouellou vije gwraet an dra-he ?

Eo !

Eo !

– Yeo !

– Yeo ?


Ha 'h eer da, da, da, da…

– D'ar stêr

… Da raskañ 'nê d'ar stêr ! Ar re-he vije rasket !

– Ya, deus an dra-he meus joñj, ya

Ya

– Dour yin ahe

Ha anduilh


Heñ ?

Anduilh

Anduilh, ya, vije

Ped, ped a vé ? Seizh pe naw ? A-peu-prè, ba'r pe-moc'h ?

Keme(nt)-se vije, gav dit ?

Ba, vije ket re heñ ! Nann

Nann

Matrehe, 'tro seizh matrehe

Nann, nann, ya

Bon, vïent laket ba ar chiminar !

Eh ! Ha kalz neuhe a zebe 'nê mo(d)-se

Ya

Vij(e) ket red poahañ 'nê na mann e-be(d) !

Beñ, ar re-he vije poahet gañ ar mouged ba…


Daon ya 'ha !

­– Ya

Mamm

– Mogedet kwa !

­Mamm a vije soueet

Mogedet

A wele an anduilh

A-stribilh

'Timinüiñ

Ah !

Ma breur, houzoh walc'h ha ma zad, pa 'teuent d'o(be)r o c'hass-krout, eh ! Eh !

A zebe un anduilhenn ?

Zebe un…

Heñ ?

« Oh bah ! » A lar, « ar re-m(añ) (e)ma toud an anduilh, gwelloc'h red 'o din kuañ 'nê ! »

– Me(d) ga pe-sort mod vije debet an andouilh gwech-all ?

Ga'r ginou !

Ya !


– Ga'r ginou, ya, me(d) war ar bar(a) pe ga'r patates pe… ?


Oh…

– War ar bar(a)

Ha purée

Ga purée

Ya-ya

– Ga'r « purée » ?

Ya

Müoc'h gañ ar purée ma'hat

Ya

– Ha « purée » na ket hano (e-)bed ?


Daon ! Ar purée vije gwraet 'ha !

Ya !

Me(d) gwraet vij(e) purée deuh an, deuh an dra-he

Purée ya, gañ an anduilh

– « Purée » ?

Purée, ya

An dra-he vije lar(e)t 'è, ya

Ya

In brezhoneg, meus ket choñj ar mod-all

– Patates friket pe nann ?

Nann

Beñ yod-patates ma heus c'hoant !

– Ah ! Yod-patates vé lar(e)t 'è ?

Ah daon 'ha !

– Nann

– Nann ?

– « Ma peus c'hoant » neus lar(e)t


Nann

Ehehe… Me(d) yod-patates a egzist a'ha !

– Ah !

Ya, yod-patates !

Ah boñ ?

Me meus bet klêet mamm-gozh ga kaos yod-patates : A lake un tamm bleud hag a lake patates da-heul 'e

– Ah beñ ya !

Hag a ree yod-patates deuh an dra-he

– « Purée » é an dra-he neuhe ?

Ka(j)i-sur, matrehe a-walc'h

Brem(añ)…

– Aha ! Deuet é mad ba da benn neuhe ! Ehehe !

Ahahaha !

15/12/2017

Strimpellerésed ha rèc'herien

Salud dec'h,

Fenos vo laket ar 500ved añrejistramant !!!

Laket vo neuhe un' ha ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.



N'é ket red da lak ar boc'h war-lein an ti 'vid lak…

'Vid… An dud da c'hoarzhin, ya

Ya

– Ya

Ya

– 'Vid lak an dud da c'hoarzhin

Ya-ya-ya-ya !

Ya

– Pet(r)a sinifi an dra-he : Lak ar boc'h war-lein an ti 'vid lak an dud da… ?

Daon ! Ah eo ! Ur boc'h

Of ! Une expression

Oui, pugur pa vé ar boc'h war-lein an ti gomañs an dud c'hoarzhin kwa !

Eh ! Eh ! Impossible à faire quoi !

Ben oui !

Heñ ?

Ur boc'h chomo ket war-lein an ti, houzoh walc'h

Ah nann-nann-nann-nann a'ha !

Risk a refe ! Houzoh walc'h, ya

Ya, oh ! Lod n'é ket braw lak anê da c'hoarzhin !

Ah nann-nann ! Oh ! N'eint ket… Lod n'é ket braw lak anê d'o(be)r… Ahaha !

– Ah ! Me(d) matresse oa 'vid ar re oa sterd da lakad…

Matresse, sur a-walc'h !

Matresse, ya-ya-ya !

– Daw é lak ar boc'h war-lein an ti

Ya

Ya ! Blam da laka(d) 'nê da c'hoarzhin kwa ! Ya

Ya ha lod, lod so ahe ha' c'hoarzhont ket bemde hañ !

Ah nann ! Oh nann-nann…

– Ha pet(r)a, pet(r)a vije laret deus ar re-he ?

É red da harlinkad 'nê (d)indan o moustachou ! Ahaha !

Tud, tud euh… Tud sirivus kwa ! Tud… Ya, n'houllont ket 'n-on amusiñ d'o(be)r mann e-bed na, na da rigoliñ na sort e-bed kwa !

– « Tud tàer » vé ket lar(e)t 'e ?

Tud… Un dèn tàer zo un dèn vif !

Ah ya !

– Ah ya, « vif » ?

Ya

Ya

– Ah ya

Ha…

– N'é ket mechant é kwa ?

Ben non, pas la méchanceté, mais…

Oh nann, me(d) sañsubl a-walc'h kwa !

Sañsubl, ya, just a-walc'h !

Un dèn sañsubl !

Ya

– Ya, me ma komprenet oa un dèn tàer : Un dèn, beñ 'vel un tad hag a…

Sévère ?

– Ya


Sévère, just, oui-oui

Heñ ?

Oui-oui-oui

Daon ! Ouais

Ya ! Oh ! Pé 'h es da gontañ ga lod deuh an dud :

« Oh ! Heñ n'é ket braw konto gantoñ ! »


Nann !

« Hezh so, hezh so un dèn tàer ! » Vé lar(e)t kwa !

Ya-ya-ya ! Ha n'eus keme(d) ar pezh a joñj 'gement zo mad !

'Gem(e)nt zo mad, just a-walc'h, ya

Pezh a joñj ar re-all pe pezh a lar ar re-all… Heñ ?

Ah oui, vé ket mad daoñ !

Nann

Nann

– Me(d), me(d) mod-all neuhe, pet(r)a vé lar(e)t deus ar re vé 'c'hoarzhin papred ?

Aha !

Un dèn rigolo !

Eh ! Lar(e)t

– Ah ya ?

Ya

Ur strimpellér(e)s ! Ahaha !

Ya ! Deuh ar merc'hed

– Strimpellér(e)s ?

Ya, deuh ar merc'hed, ya, vé lar(e)t se !

« Oh hezh so dalc'h-mad 'skrimpelled ! »


Strimpelliñ !

Ya

– Strimpelliñ ?!

Ya

Ya. Me meus choñj klêed mamm lar(e)d din… Me meus choñj pa teue tud du-mañ, pa vijen-me 'selled deusoute, me ga(v)e ur si bennañket

D'un' mennaket

Vijen, me selle deus… Gaoseen ket, me(d) selled deusoute

Nann-nann ! Selled deusoute

A-greis-toud a gomañsen c'hoarzhin

« Ah ! » Lar mamm, « lar(ed) a rey an dud : Te n'out ket mad a-walc'h ! » A lar, « dihan da strimpelliñ ! » A lare din ar mo(d)-se

Vije lar(e)t dit

Vije lar(e)t din

Ah ya-ya-ya !

« Daoust ha-hañw vé c'hoarzhet mo(d)-se ?! »

Nann-nann, me(d) da vod oa ar mo(d)-se ! Houzoh walc'h, ya

Me c'hoarzhe deuh an dud ar mo(d)-se

Ma, ma ga(v)es un dra m(e)nnaket ha' vije ket mad deus da vod, houzoh walc'h, ya

– C'hoarzhin diwar-goust an dud kwa ! Ahaha !

Ya ! Ahaha !

Ya-ya, beñ ya ! Beñ me n'ounn ket… Da dad oa un tamm mo(d)-se à rigoliñ duzhtu wele un dra mennaket

Ah ya !

Ha te zo héñvel-bew deusountoñ !

Aloñ bon !

Ya

– Badiner un tamm kwa ?

Ya, ya-ya ! Badiner kwa !

Ah !

Ha da dad vije dalc'h-mad 'vadinañ ga un dra m(e)nnaket 'ha !

Me(d) kaoud a ra dit heñ, heñ oa tad diñ ?

Ah ! Héñvel-bew out deusountoñ hag e-se 'hat ! Aha ! Oa ket kap da lar(e)d oa ket tad dit a'ha ! Kar héñvel out deusountoñ ! Ah ya !

Oh ! Lar(ed) a ran dit !

Ah ya

Bon a'ha ! Oh ! Me(d) ma mamm a c'hoarzhe ket bemde ! Hou(zh) oa mïoc'h sirivus !

Ah ! Da vamm oa sirivus a'ha !

Fidendoue !

Ha koulskoude oa ur plac'h deuh ar jentillañ toud !

Oh !!! Hou(zh) oa droug a-walc'h heñ ! Aha !

Ah bon ? Ya, deuh-ouit-te matresse, me(d) ar mod-all ahe deuh an dud-all oa ket ! Me(d) te…

– Ah ! Me(d) ha ma'hat a verites 'e ?

Matresse…

Te verite matresse, ya

Matresse walc'h, ya

Ya-ya-ya-ya !

Ahaha !

Eh ! Da c'hoar, ahe sell, so héñvel deus, deus da vamm un tamm

Ya

Ya

Ya

Hoñzh zo sirivus !

Oh ! Me(d) hou(zh) oa ur strimpellér(e)s 'è

Ah ! Matresse walc'h

Ouais-ouais-ouais…

Me(d) mïoc'h sirivus a oa kwa !

Ya, da wel !

Da wel, ya 'ha !

– Me(d) vé ket kaos deus « strimpeller » ?

Nann, ahaha !

Nann

– Ur strimpeller vé ket ? Strimpellér(e)s a vé, me(d)…

Ya !

Vij(e) ket lar(e)t ur « strimpeller »

Nann

Nann

Nann-nann-nann

N'ounn ket pet(r)a vije lar(e)t 'ta !

Heñ vije, heñ, lar(e)t a vé : Heñ so, heñ vé dalc'h-mad 'c'hoarzhin !

Euh…

Ya

Ah ya ! Hezh vé gwraet Sourire deusountoñ !

Just a-walc'h, ya, ya-ya !

– Hezh vé gwraet pet(r)a ?

Ah ya ! Tad-kàer ma merc'h ahe, heñ vije dalc'h-mad 'c'hoarzhin ! Hag a vije…

Ha vije lar(e)t, ha oa hanvet

Sourire

Sourire


Sourire oa hanvet

– Ah ya ?

Ya

Ahaha !

Ya-ya-ya

– E leshano kwa !

Pugur pa vije dalc'h-mad 'kontañ, heñ zuskuie i zent dalc'h-mad, 'vel vije 'c'hoarzhin kwa !

– Ya-ya

Hag vije lar(e)t : Sell ! Sourire oa, oa lar(e)t, pugur… Ya

Gwich-all, houzoh walc'h, vije ka(ve)t hanoiou da tou'n dud !

Oh ma Doue ! Ya

Heñ ?

Da dou'n dud, da dou'n dud !

– Me(d) drol a oa memes-tra lar vije gwraet e galleg Sourire deusoutoñ kwa

Beñ an dra-he…

Beñ ar mo(d)-se, ya-ya !

Me(d) gwir a oa 'ha !

Hag amañ oa un'-all deuh e dud oa 'è ba…

Cheletenn ! Ah !

Aha ya !

Un'-all vije gwraet Cheletenn deusountoñ

Ya ha heñ…

Eh !

Heñ oa Tregeriad ha oa ur cheletenn

Heñ oa un Tregreriad ! Ha heñ…

Ha heñ vije mo(d)-se 'vel (e)ma-i

Hag a vij(e) ur cheletenn gantoñ mo(d)-se

A vije krog ba e cheletenn dalc'h-mad ha' vije, ha' oa hanvet Cheletenn neuhe ! Ha' vije krog, ya

Eh ! Hag un devezh ha oa aet, ahe oa, oagn… Dow oagn, deux concurrents ma-keres !

Hañhañ !

Ha' h ee da lousowiñ ar patates

Ah ya-ya !

Hag a vije béc'h gate 'h essañ goûd, nagn ket c'hoant an eil d'ond war…

… War klïanted egile

… Klïanted igile 'è, houzoh walc'h

Nann

Hag un devezh oagn 'n-om ga(ve)t assames, deut da bêo o dornañ

Hañhañ !

Du-mañ !

Ya-ya !

Pudur, houzoh walc'h, teue an dud da bêo an dornañ !

Ya-ya, gwich-all ya !

Sete hemañ oa tommeet-bras daoñ, ar Fer !

Hañhañ !

Hag a oa à klask cheu deuh ar Cheletenn ! Hag a ree keme(d) Cheletenn da zond 'darr(e) ! Heñ blije ket daoñ vije gwraet Cheletenn daoñ !

Nann ! Ah nann !

Gwraet a vije dreñw i gein ! Me(d) pass fass daoñ !

Ya, me(d) pass fass daoñ, nann

« Sell ! Te zo 'n-om ga(ve)t 'è Cheletenn ? »

Ha Cheletenn am(añ) ha Cheletenn…

Ya

Hete mamm na lar(e)t :

« Ah bah-bah-bah ! Oh bah ! » A lar mamm, « peuc'h bremañ ! »

Ya

« Ale ! Eh ! Kanet ur son ! » An-hi(ni) a lar

Ya ha n'é ket…

« Ha rôet peuc'h ! »

Ha hañw lar ar mo(d)-se :

« Kanet meus son ar cheletennou daoñ ! »

Oho ! Sell oa papred, 'vel lær(e)s, daon ya !

Me(d)…

Ah ya

… An dra-he zo re-wir !

Beñ ya, me(d) an dra-he zo bet dalc'h-mad, houzoh walc'h

Ohoho !

Beñ ya…

Meus ket bet ankoueet an dra-he gwich e-bed

Beñ nann !

« Ale bon ! Pe-lec'h 'h i d(a) zelc'hen dou(a)r ga'r sor(t)-se !? »

Beñ nann

Heñ ?

Nann-nann

– Vij(e) ket lar(e)t sort e-bed, just a-walc'h, deus an dud a oa ar mo(d)-se un tamm : Klask papred… ?

Ah ya !

Eo-eo ! Klask, klask cheu kwa !

Un' ha vije…

– Klask cheu, ya

Humhum

… À rèc'hal !

Just a-walc'h, ya

À rèc'hal !

– À rèc'hal ?

Ur rèc'her, ya. An hi(ni) vij(e) klask cheu ba ur… : Krog é-hemañ da rèc'hal 'darr(e) !

Hezh so… Ya, hezh so ur rèc'her !

Ya

– Ur rèc'her ?

Ur rèc'her, ya

O rèc'hal !

– Rèc'her ?

Ya !

Rèc'her

– Rèrer ?

N'é ket rèr « ar rewr » é hañ !

Nann, ur rèc'her ! Ur rèc'her !

– Rèc'her

Rèc'her

Rèc'her, vé keme(d) à rèc'hal dalc'h-mad !

– Ha rèc'hellien pe rèc'herien ?

Ya ! Just a-walc'h : Rèc'herien ! Ya

Ya

– Rèc'herien

Ya

Rèc'herien, ya

– Ma ket klêt an dra-he gwech e-bed !

Eo-eo-eo !

Ah eo-eo !

An dra-he vije lar(e)t

13/12/2017

Politik, brezhoneg, galleg ha gallo

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Julien Meffre ba-ti F. ba Kallag. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Oh ! Bet oñ elu pad un neubeud mat a vlavejou, pugur ar wech kentañ oan bet oa barzh ar blavezh mil naw-c'hant pemp-ha-c'hwec'h-ugent, oan ba Sant-Brïeg d'ar mar(e)-se ha meus 'h aretet barzh ar blavezh dow vil eizh ! Se ra un toullad mat a vlavejou, sell 'h oñ bet koñsailher barzh Sant-Brïeg, bet ah oñ koñseilher jeneral amañ barzh kanton Kallag, mêr barzh kanton Kallag ha neu'n bet oñ… Ba'r c'hoñseilh rejional on bet 'è ha goude 'h on bet senateur hag depute : Sell ahe (e)mañ ma, ma zamm hent, ma peus c'hoant…

– Ha depute oc'h bet i(v)e ?

Ah ya ! Ah ya

– Ha se ne ouïen ket, dakor…

Ha geo ! Gwraet meus 'n eil ha egile. Kalz a vé depute ha goude a zigouee dê beañ, negn c'hoant da veañ senateur… Me oa bet senateur da zegentañ hag a se oan ba'r blavezh mil naw-c'hant naw-ha-pe(va)r-ugent, oan bet senateur, sell pugur oa naw la, sañset naw vla, se vije aet da-beked ar blavezh mil naw-c'hant trivec'h-ha-pe(va)r-ugent, me(d) ! Barzh ar blavezh seiteg, raog triwec'h, oa bet an eleksionou lejislativ hag ma c'hamaraded na lar(e)t diñ nagn c'hoant da bresantiñ 'ha(no)ñ da veañ… Pugur oan bet deja supleant, bet oan kandida ha bet an eleksionou lejislativ barzh kanton, barzh sirkoñskripsïon Gwengamp amañ ha sell ma akseptet… Me(d) meus ket bet goullet gwech e-bed beañ kandida amañ mo(d)-se pe a(ho)nt, me responde pé vije goullet diganiñ ha sell oan bet kandida barzh ar blavezh hag a meus gwraet ur manda neu'n da-veked ar blavezh, deus ar blavezh seiteg-ha-pe(va)r-ugent da-beked ar blavezh dow vil dow kwa ! Ha goude oan bet mêr c'hoazh un tamm, da-beked ar blavezh dow vil huit oan chomet mêr ! Me ma ket manda-ell (e-)bed war… Geo ! Koñseilher jeneral oan 'è kwa !

– Ah ya ! Hag ya, ar manda e-barzh ar parlamant, e oa amzer « la gauche plurielle » 'tre… N'é ket se ?

Geo ! Se oa, me(d) pass seulamant hañ ! Pugur barzh ar blavezh naw-ha-pe(va)r-ugent, Mitterrand oa presidant ar Republik popred hañ !

– Ya-ya-ya

Me(d) be oa cheñchamant ba'h kambr an deputeed, ba'r Sénat vij(e) ket kalz cheñchamant, me(d) barzh kambr an deputeed oa bet cheñchamant ! Goûd a-walc'h a res barzh ar blavezh trizeg ha, ha pe(va)r-ugent oa bet eleksionou, sell ahe gis-se oa an tu-dïou na goneet ha oa bet, Balladur oa d'ar mar(e)-se

– Ah ya !

Ha Balladur oa…

– E 88 ! N'é ket e trivec'h-ha-pevar-ugent, oa ket…

Ar blavezh mil naw-c'hant ha… Nann ! Trizeg-ha-pe(va)r-ugent, ya !

– Ah ya ?

Trizeg-ha-pe(va)r-ugent

– Ah ya-ya-ya

Ha goude neu'n oa bet had… Sell ! Mitterrand na achüet barzh ar blavezh mil naw-c'hant… Pé da fin e, e vanda ha sell oa Chirac oa bet elu ha neu'n na bet gwraet eleksionou lejislativ barzh ar blavezh seiteg-ha-pe(va)r-ugent !

– Ya, an « dissolution » na gwraet

Ya-ya !

– Choñj meus…

Ya, joñj meus 'e, oui

– Diwar ali De Villepin, me gav din


Ya ! Ya-ya ! Mo(d)-se oa bet ha sell ahe oan bet kandida neu'n 'vid an eleksionou lejislativ ha sell oan bet elu barzh sirkoñskripsïon Gwengamp amañ hi-mañ. Ha sell ahe (e)mañ, pass ma buhe ! Me(d) an hent meus bet gwraet 'h o(be)r, beañ akseptet da veañ kandida, bet elu ha gwraet ur serten traou 'e, 'vel ba ar barrous ! War ar c'hanton ! War an departamant ! Ba'r rejïon 'e hag politik nassional neu'n ma peus c'hoant ! Mo(d)-se (e)mañ

– E pe-seurt mod e raeh gant ar brezhoneg e-pad ho puhez politikel ?

Euh… Meus ket bet ankoueet ma brezhoneg gwech e-bed hañ ! Pugur ar brezhoneg oa ar c'hentañ tra ma bet disket ! Heñ oa ar yezh ma disket p(a) oan bihen, ar brezhoneg, se oa ma, ma yezh ! Goude meus disket ar galleg ba'r skol 'vel a ree an dud toud hag a bon ! Moien a vefe da gonto deus se pad pell ! Kaoud a ra diñ oa emm da zisken ar galleg 'è ha da toud ar vugale, matre'n oa voien d'o(be)r mod-ell 'vi(d) pezh so bet gwraet, kar kaoud a ra din vije bet mad studïo un tamm pezh a oa hom yezh 'è hañ ! Me(d) me n'ankoueañ ket memes-tra pe-sort mod kalz a dud gwech-ell, war ar c'hampagn amañ hi-mañ, na gaoseent ket galleg ! Vije hinïennou amañ hi-mañ neu'n ouïent keme(d) ar brezhoneg ! Me(d) pé 'h ees d'an tu-ell, da goste Sant-Brïeg ha 'n tu-ell da-beked Raon ar mo(d)-se, ene gaoseent keme(d) ar gallo ! Sell ar Vretoned 'n-on gomprenegn ket ! Komañs(e)t eint da 'n-on gompren pa neugn kaoseet 'n eil ha egile 'nê in galleg kwa heñ !

– Ya

Me(d) mo(d)-se oa ! Me(d) memes-tra : Kaoud a ra din zo emm da zerc'hen, me meus ket mezh beañ kaoseet brezhoneg ha goûd ar brezhoneg, me(d) kaoud a ra din 'è vé ket emm da… Pe-naos a larfen… Da wel(e)d ar yezh ahe gis-se, da gonto deus traou-ell heb lar(e)d 'nê ! Red é divenn ar c'hultur, me(d) pass o(be)r politik spessial ahe ga se, gwech-ell vije hinïennou ha' gaosee deus se, me(d) n'é ket blamed divenn ar yezh reegn ! Me(d) nagn kalz a draou-ell ba o venn ! Da separiñ Breizh deus Vrañs ha-toud… Me, n'é k(et) mo(d)-se welañ an traou ! N'é ket mo(d)-se welañ an traou hag a sell ar brezhoneg… En politik, red é memes-tra da lar(e)d, kaoud a ra diñ, pugur 'n demokrassi, ar Republik ha-toud… P(a) oar komañs(e)t d'o(be)r reünionou war ar c'hampagn ha-toud, vije gwraet reünionou, me(d) politik, gav diñ, ha 'vel ar sendikaiou ha-toud, zo deut memes-tra dre ar galleg ! So deut dre ar galleg. Me(d) pa rees reünionou war ar c'hampagn gwech-ell, vije emm memes-tra da… Da gaoseal un tamm in brezhoneg ! Petramed vije hinïennou ha' gomprenegn ket ha sell ar mo(d)-se welegn pe-naos oa da gwrïou war, war an douar lem a vijes !

Un tamm istoar zo voien din da lar(e)d dit ahe gis-se, pugur oa deut un', ur wech, deus koste Paris ahe d'o(be)r ur reünïon da goste Plistin ahe gis-se, barzh Plufur oa se ! Ha sell na gwraet ur reünïon, na espliket, heñw oa ur c'hamar(a)d demp deut deus Paris ha na gwraet ur reünïon d'esplikañ pe-naos 'h oa an dud, pe-naos vije kalz a draou bremañ ha se zepante deus an trust-ou, les trusts ! Trusts… Ha oa 'konto deus se ha, ha oa un neubeud hinïennou ba'r sal ene ha' reegn keme(d) selled deus krec'h, kar goûd a-walc'h a res

– Ya-ya

Les poutres

– Ya


Vïe lar(e)t treustou 'è in brezhoneg ha pa ga(v)e dê oa an treustou, choñj' ree dê matre'n oagn 'hond da goueañ du-nt ha nagn-hègn un tamm owen, sell a-wechou vij(e), ree ket (a) zroug kaoud un tamm brezhoneg ! Ha neu'n moien a vije dit neu'n da lar(ed) pe-naos oa sur ar sekteur. Me meus bet gwraet 'è, an eil hag egile ! Med ar reünionou vije gwraet memes-tra in galleg, me(d) a-wechou vije tammou traou in brezhoneg : Be vije tud ha' gaosee ha' bose kestionou in brezhoneg, sell vije ràet respont dê

– Ah boñ memes-tra ?

Ah ya ! Be zo tud hag a bose in brezhoneg

– War ar maes 'ta !

Ya-ya !

« Ha deus pe-lec'h out-te ? Ha pe-lec'h out ganet ? Pet(r)a brometes dimp ? Ha pet(r)a feus c'hoant d'ober ? »

Ha sell vije ràet respont din in brezhoneg. Ha pugur on bet 'h o(be)r skol ba bro-Gallo a(ho)nt ha hi-nt, meus disket ar gallo un tamm 'è ha sell ouïañ 'n eil hag egile, ma feus c'hoant, ahaha !

– Ah ya ?

Ah ya !

– Hag é chomet, ar gallo zo chomet ganes ?

Ah ya !

– Teus ket ankounac'het ?

Ah nann, meus ket ankoueet pezh ma disket da-houd(e), n'añw ket da lar(e)d ouïañ 'nañ toud, me(d) pugur ar vugal(e) ma ba'r skol 'è, barzh Matignon oan 'h o(be)r skol, pass ba l'hôtel Matignon heñ ! Gant ar premier ministre, nann-nann ! Me(d)…

– Ah ! Ar barres…

Ya-ya, barzh Matignon ! Barzh Matignon, ene oan 'h o(be)r skol ha sell ar vugale gaosee in gallo, o zud a ree 'è ha ar mo(d)-se meus bet disket ha ma choñjet rei-tañ goûd memes-tra, pugur a-wechou vije lar(e)t :

« Ya, hezh so galleg koj pe hezh so ur patois, hezh so un dra-m(añ) ha hezh so un dra-s(e)… »

Me(d) ar gallo oa ur yezh 'è, vije kaoseet ba ar sekteur-se, 'vel oa l'Angevin, le Normand, le Francien

– Parlers, des parlers

Oui des parlers de la langue d'oïl, alors que la nôtre, c'était la langue celtique quoi hein !
Me(d) se ma disket ene ha sell mo(d)-se meus bet disket tammou traou.

Ur wech… Moien zo din da lar(e)d un tamm tra dit in, in gallo ?

– Ah ya-ya-ya !

Ya, un neub(eud) a dud oa dow, ur plac'h hag he gwas oa 'pourmen ba'h an tu-ell da Lamballe a(ho)nt ar hi-nt en-dro da le Collinée ha ene oa ur… Pet(r)a vije gwraet deus se ? Boquen, Boquen, c'est une, une abbaye, n'on ket pe-naos vé lar(e)t in brezhoneg une abbaye ?

– Abati

Abati ! Un abati é

– Sañset

Ya, sañ[set], un abati ! Ha sell nagn goullet diga ar plac'h oa bord an hent ene, un' koj oa bet 'kass i saout maes ha nagn goullet diganti, in galleg oagn heñ ! Pe-lec'h oa an abati ? Hag a houmañ-gozh na lar(e)t dê :

« Tout dret dik'à la qerouée, sans dérotiller »

Tout dret : Tout droit, « dik'à » c'était « jusqu'à », « la qerouée » c'était « la croix, le carrefour »

Tout dret dik'à la qerouée, sans dérotiller : Sans sortir de la route

C'était formidable, je trouvais, comme expression ! Hein ?

« Ou c'est ? »

« Tout dret dik'à la qerouée, sans dérotiller »

Alors les gens n'avaient pas très bien compris, mais hum-hum ! Y avait, y avait eu quelques signes et ils sont arrivés quand-même à, à l'abbaye !


Ha sell ouïañ ket toud hañ ! In, in gallo, me(d) memes-tra, pugur me gaosee brezhoneg pé 'h een d'ar skol, ma c'hoant memes-tra da gompren ar yezh a gaose ar vugal(e) oa ganiñ ba'r skol 'è. Ha sell mo(d)-se vije disket kalz (a) dammou traou, goude ba'r reünionou meus bet gallet 'è, so bet gwraet reünionou barzh toud 'n departamant ha pa 'h ees d'an tu-ell du-nt 'è teu un' de ar pays, deus re ar brezhoneg amañ hi-mañ, pa gaosees dê un tamm in, in gallo, vijent soueet

« Daon ! Hemañ, hemañ ouï gallo 'è ?! Gast ! Me ga(v)e diñ ouïe keme(d) brezhoneg ! »

Ha sell mo(d)-se, se lak un tamm liant 'tre 'n dud, ma peus c'hoant

– Ya-ya-ya ahaha !

Ah ya, ahaha !

09/12/2017

Petra heus da lared te ?! Treus-kog !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg dow la so, ene oa kalz tud deus taol : J. ha M-Th. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe ha Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
- A.
M-Th.
° Ma mamm
J.
É. 




Eh ! Sa(v)et a oa 'tre Jañ-Mari ha Pier

Ahañ ! Dow vad a'ha !

Diwar-benn ar politik

Ah ya !

Ah ya ! Ga'n dra-h(e) a sav ar jeu wichou

Ah ya !

Sa(v)et ar jeu

Ah ya !

An dra-he oa pad an dornañ ha un' oa komunist, houzoh walc'h

Ya !

Ha egile… Te 'h anvee 'nê

Oui-oui-oui, ah ya ! Jañ-Mari oa komunist a'ha !

Oh ! Eh ! Hag a vijent kajimant an eil prest da lammañ war egile mo(d)-se !

Daon ya !

An dra-h(e) é ar boesson ! Houzoh walc'h, pa oagn deus taol ! Hag a Pier neuhe lar, un' na lar(e)t d'egile, da Jañ-Mari :

« Pet(r)a te heus da lar(e)d te, treus-kog ?! » A lar daoñ

Pudur a oa, p(a) oa aet ga i wreg, houzoh walc'h ha hoñzh oa deja…

Ya !

… Dougér(e)s deus un'-all

Dougér(e)s, ya

An dra-he oa ket traou da veañ lared memes-tra !

Nann-nann, me(d)…

Di-raog toud an dud oa ene !

« Pet(r)a heus-te da lar(e)d tieñ !? Treus-kog ! » A lar daoñ

Me(d) oh…

– Me(d) drol é memes-tra, pugur oa ket un disenor an dra-he

Beñ hañw na ket gwraet droug e-bed, houzoh walc'h

Nann !

Mais il voulait l'abaisser !

Oui !

Blam oa ket ar verc'h daoñ

– Ya, me(d) hemañ zo deut da ramplass(añ) an tad kwa !

Daon ya !!

Ya !

– N'é ket un disenor é

Daon ! N'é ket sur 'ha !!

– An heñi zo aet-kuit, matresse ya, me(d)…

Me(d) da, 'vid lar(e)d, na c'hoant da lar(e)d « oas ket gouest d'o(be)r » kwa !

Just a-walc'h

Ah ya ! Ah ya, ya-ya !

– Pass i-hun

« Te oas ket gouest d'ob(e)r ha renket kaoud un'-all d'o(be)r un' ! »

Ya, ya

° An dra-he oa


– D'o(be)r i-hun

An dra-h(e) 'n-hi(ni) é !

– D'o(be)r 'n i blass kwa !

Ya !

'N i blass !

Ya, ya-ya

– Ur jilgog vije lar(e)t 'e

Oh ya !

– Ah oui ! Jilgog, oui

Oh ! Te oar kalz a draou, te zo aet sañved-mat !

– Me(d) te pa lar(e)t an dra-he din-me dija !

Me(d) ! Aet é sañved

Ya-ya, aet é sañved !

– Te 'n-hi(ni) peus bet lar(e)t daoñ ka(s)i-sur !


– Eh ! Me jilow Élise bemde !

Ah ya-ya !

Eh ! Eh ! Hemañ, 'vi(d) an oad eh é, zo aet sañved-mat hañ !

Ya 'vat ! Ya, heñ ouïo ur bern traou ahe his-se

– Me(d) ur jilgog ahe oa memes-tra mod 'velt un treus-kog ?

Jeanine ?

Oh ! N'ounn ket 'ha ! Lar(e)t a vije : Hezh so ur jilgog ! Me(d) pet(r)a vé gwraet…

Gav ket din é memes-tra ! Ur jilgog é an hi(ni) a fourr e vri partoud

Partoud ! Vije lar(e)t gwich-all, ya

– Me(d) vij(e) ket lar(e)t an dra-he 'vid an dud, 'vid ar baotred a oa un tamm 'vel ar merc'hed ?

Nann

– « Maniérés » pe traou ar mo(d)-se, jilgog ?

Nann, nann-nann

Nann, nann-nann-nann !

An dra-mañ oa : Beañ zo paotred ha' vé o vri gate partoud barzh traou ar merc'hed !

– Ur goges ?

Ur goges c'hoazh !

Ur goges, ur goges

– Ur goges, oui


Ur goges pe ur jilgog vé gwraet deuh an dra-he 'è

Ya

Vé prest d'ond da lak i vis ba rewr ur yar

Just a-walc'h !

Da wel 'hann vé vi

Vé vi ganti !

'Hann vé vi gati

Me(d) an dra-h(e) vije lar(e)t : Hezh so ur goges !

Ya

Pa 'n-om okupe deus tou'n traou kwa ! An hi(ni) a'h ee da skub(añ) an ti

Ya

Pugur gwich-all ar baotred nagn ket 'zroed d'o(be)r ba'n ti

Nann

Daon vije lar(e)t : Hezh so ur goges ! Hezh skub an ti !

– Ah oui

Pe ar mod-mañ pe ar mo(d)-se kwa !

Ah !

Ya !

08/12/2017

Karront-Ahes ha steredennou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti J.e ba Laz, assames oa ga J-P.. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Jean
- J-P.
J.e



Chann ha Yann

– Ya

Oa o-dow marc'hadour-amann, richenn gwech-all

– Ah ya

– Med c'hwi oar kalz rismodilli ar mo(d)-s(e) ?

– Rimodellou

– Rimodellou


Rimodellou ? Rimodellou… Ahaha ! N'ounn ket ! Bet meus bet klêt kalz rimodellou 'hat ! Me(d) boñ beñ, me(d)…

– Nann, n'é ket braw d'an deñn derc'hen joñj deus toud an traou ar mo(d)-s(e)

Ma ! Ya, ah ya, ah ! Neuhe me zo, me zo kozh brem(añ) heñ ! Ahahaha ! Me zo un'-gozh… Mé sad oa ur c'honter, konter-rimodellou

– Ah ya ?

Ya

– Ha peus ket derc'het joñj deus pezh larè ho tad ?

Bah ! Pé weleèn (a)nèoñ, me weleè (a)nèoñ 'tes(t)um pes, pe 'tes(t)um hariko

– Ah ya

Me(d) ar re oa ba i gichenn

– Ah ya

Me(d) reent ket nitra (e-)bed (a)nê heñ ! Klêo (a)nèoñ

– Ah ya

Ha 'h o(be)r vromou, brouilhou ha chakailhou war-lerc'h, ar vugal(e) 'vi(d) o(be)r, hè faoteè dê toud mond ba i c'hichenn, pugur…

– Ah ya

… Vïe 'konto rimodellou dê-gn 'ta ! Ah ya ! Boñ, oa an amzer vraw !

– Ha penvar(e) oc'h ganet, neu'n ?

Pevar(e) on ganet ?

– Ya

An de-kentañ d'a vis-fer 1933

– Ah bah c'hwi zo ga'n oad ga ma mamm-gozh

Ah boñ ?!

– Ya-ya, me(d)…

Memes mis ha memes 'e…

– Pass… Yao-yao ! Memes mis, mis-fer

Ah boñ

– Ya-ya

Me zo d'an de, de-kentañ da mis-fer

– Memes mis ha memes bla

Boñ !

– Bon

'Mon ket mé-hun war an douar (aha)non ! Ahaha !

– Ahaha ! Ha ba b(e)-lec'h oc'h ganet ? Ba pe-sort kêr, ba Laz ?

Ba Laz !

– Ya ha ba pe-sort kêr ba Laz ?

Pont-Kerlann

– Hag ho tud oa peisant ?

Ha chom ba Pont-Kerlann

– Ha pet(r)a, pet(r)a oa o micher neu'n ?

Me mé micher ?

– Micher ho tud ?

Labourad ba'r fermou, pet(r)a euh…

– Devezhoures oa hoh mamm

Heñ ?

– Devezhoures

Divizhoures, n'ouzon ket tamm (e-)bed am(añ), nôa-hi un tamm douar

– Ya

Setou, pé vïe daw dê kaoud ar lon-keseg dé labour(ad) an douar, e vïe daw dèi mond dé labour(a)d ba'r fermou war-lerc'h 'vi(d) pêo, 'vi(d) pêo pezh oa gwraet ga'r c'heseg, macheñ. Seto, me 'h ee (a)ssames ga mé mamm ha me vïe maget ha c'hoa(r)i ha darc'hen ar saout, 'tiblus(k)añ ar legumaj… 'Benn-neuh(e) vïe ur bern tud 'labour(a)d ba-maes pet(r)a ! Ha seto ar vugal(e) yee dé-heul !

– Ya

Hola ! Nom neus bet un amzer vraw heñ ! Oh ya !

– An dra-s(e) blijè doc'h ?

Ah ya ! Pugur me oa mé-hun ha pé gè(v)en re-all dé c'hoa(r)i ! Ha, ha gou(de)-se pé gomañsè ar skoul, me 'h ee dé gerc'hed (a)nèi, war-lerc'h 'h een dé gerc'hed ar veuc'h lakeèn (a)nèi ba'r c'hrow ha gou(de)-se 'h een dé, vïe laket ur volenna(d) boued-kafer din ba-kich' an tan ha gou(de)-se 'h een da gerc'hed mé mamm ba'r ferm oa-i 'benn-neuh(e)

– Ah ya

Ha gou(de)-se teuemp d'ar gêr hon-diw ha boñ beñ vïe deusket da ar steredennou din, hano ar steredennou din ga mé mamm

– Ha c'hwi peus joñj deus o hanoiou ?

Beñ un neubeud, ya. Pe-sort hano oa ? Oa, boñ oa an Tri-Roue

– Ya

An dra-he oa ar, ar penn kentañ. Gou(de)-se oa, pe-sort mod vé gwraet da 'r re-all ?

– Ar C'harr Kamm ?

Ah yè, ya

– Ar C'harr Kamm

Yè ha gou(de)-se vïe, pet(r)a vïe gwraet da 'r re-all ? « Gébéleuse » n'é ket, n'é ket 'n dra-h(e) 'n-heñi vïe gwraet ?

– Bételgeuse

Beltégeuse

– Ah !

– Med se zo an hano in galleg

– Ya, houzh so tost deus an Tri-Roue


Yè ! Ha vïe deusket an dra-he din, me(d)…

– Ha Hent-Sant-Jak(e)s matre'n ?

– N'é ket Hent-Ahes pe… ?

Pe-sort mod vé gwraet deus houzh c'hoazh ? Karr(o)nt-Ahes !

– Karront-Ahes, ya

Ya, Karront-Ahes

– Pe-sort-mod laret ?

Karront-Ahes

– Ha pet(r)a é an dra-se ? « La Voie Lactée » vé gwraet deus, deus hezh e galleg

La Voie Lactée, ya, ya, ya, ya…

– Ha pe-sort mod laret e brezhoneg ?

Karront-Ahes

– Ah boñ, ma ket bet klêt an dra-s(e) gwech e-bed !

Ah boñ ?

– Bah, me zo deus Kleden ha ba du-m(añ) vé lar(e)t Hent-Sant-Jakes

Ah nann, an dra-he meus ket bet klêt (aha)naon, Karront-Ahes vïe laret amañ… Ha bet meus choñj 'è hag an dra-h(e) 'n-heñi vïe lar(e)t, sur ba du-se ! Karront-Ahes, mais c'est la Voie Lactée qu'on voit là même maintenant

– Ya-ya, pé vé skeltr an noñs


Yè !

– Pé vé sklêr an noñs, ya-ya

Ya

– Ha 'hend-ell, peus ket klêt kaos deus Paotr i Véc'h-Lann ? Ba'r loar vé…

Ah yao !!!

– Yao

Yao ! Ga ur bern lann war, war-gorr(e) i gein

– Ah ya

Ya, ah ya

– Ha an dud larè sort e-bed war i gont ? Vich(e) ket lar(e)t (ne)med « Paotr i Véc'h-Lann » ? Oa ke(t) ur…

Ar loar oa o tougen ur bern-lann war i gein

– Ya

Me(d) pé seller mat deuh ar loar, ra an dra-he heñ !

– Ya-ya, an tarchennou wa'r loar neus ur form ar mo(d)-s(e)

Yè, yè, ya-ya-ya !

– Ya-ya, 'vel ur paotr

Ya

– Me(d) oa ket tamm istoar (e-)bed blam d'esplikañ blam bet(r)a oa-hañw ba'r loar ?

Añfeñ, ar loar larè kalz traou d'an dud heñ !

– Ya, ya-ya, bah : 'Vid ar plantennou, 'vid ar loned…

'Vi(d)… Ya ha neuhe, pet(r)a larè un' c'hoazh 'è ? Ah yè ! Pé vïe un dra n'é ket fall dé zigoueo vïe lennet war ar loar heñ !

– Ah ya

Ya

– Ar pezh meus klêt é 'vi(d) hadañ traou, pé vé…

Ah ya-ya !

– An dra-s(e) zepand deus ar loar pé vé ur loar ne(ve)…

Pé (e)ma descend[ante], la, la lune descendante, faut pas semer

– Ah ya


Parce qu'il reste en terre quoi !

– Ha pet(r)a vé gwraet doc'h traou ar mo(d)-s(e) e brezhoneg ? Ar loar ne(ve) vé lar(e)t ?

Ar loar ne(ve), ar loar gozh, ar loar, ar loar-gann !

– Ar loar-gann

Ar loar-gann, yè. Me(d) ar loar neus bet, tou'n dud neus bet bev(et) war-gorr(e) ar loar

– Ha klêt meus un dra, un dra 'ha oa matre'n koñchennou, an dra-s(e) vis(e) lar(e)t : « Pass sell(e)d doc'h ar loar, mod-ell ar loar lonko (a)han(o)h », pass chom paret deus ar loar ma peus c'hoant

Ha ba, ba pe-sort kêr vïe lar(e)t an dra-he ?

– Ba Karais, ba Karais

Ba Kareis ?

– « Ouais », an dra-s(e) vis(e) lar(e)t ba Karais

Ah boñ ?!

– Ya me(d) 'feñ, 'n dra-s(e) oa koñchennou

Beñ yè… Ah daon Kareis zo pfou… ! Ah yao ! An dra-h(e) peus bet kleet 'è, sur a-walc'h : Oa, oa Parisianed 'houll an hent dé Gareis, me(d) 'n heñi oa ga i dammig karr 'è, 'n heñi é e garr ar c'heseg :

« Me(d) be zo plass partoud dre-ahe mechañs, me gè(v) la n'é ket doc'h mond dé Gareis (???) »

An dra-he é richenn Kareis ! Yè, ahaha ! Nann, me(d) nom neus he[nt], hent Kareis dre-amañ c'hoazh heñ ! Ba Laz bassev hent Kareis heñ ! 'Hond deus Kareis dé bek(ed) ar mour heñ !

– Ah ya, dé bek(ed) ar mour, ya

Ya, ah ! Ya

– Ah ya ! Ha mod-ell, deus ar pezh vis(e) gwel(e)t deus an noñs, ba'n neñw, klêt peus lar(e)d Steredenn-ar-Werc'hes ?

Steredenn-ar-Werc'hes ?

– Ya, an dra-s(e) vé gwraet doc'h « l'Étoile du Berger », ma peus c'hoant

Ah ! L'Étoile du Berger, pet(r)a vé lar(e)t deus houzh c'hoazh ? Ya, houzh neus un hano, ya… Ma vef(e) tud 'kaoseal brezhoneg gonin bemd(e) ha me zarc'h[fe], zarc'hefe choñj deus mé, mé brezhoneg, me(d)…

– Oh med, c'hwi oar ur bern traou heñ !

Oh ya ! Ahahaha ! Oh yè… Ur bern traou ouzon, ur bern traou sod !

– N'é ket braw kaoud tud 'ha neus derc'het joñj deus hanoiou ar steredennou 'veltoc'h

Ah beñ 'n dra-h(e) zo bet deusket din ga mé mamm heñ ! Ha gou(de)-se, pff… Ar re-h(e) ouïe traou, ar re-gozh 'è, oh ! Ma Doue, ma Doue, ma Doue !  

06/12/2017

Gwenan, gwesped ha vubig

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.



– Yeo, ma joñjet ba un dra, pet(r)a vé lar(e)t pa vé gwel(e)t ur wenanenn ? Ur wenanenn ya, me(d) pé vé gwel(et) kalz gwenan

Daon ! Soñj vije dê d'ond-kuit !

Daon ya ! An dra-he vije gwraet, ya

– Ya, me(d) un hano zo 'vid… ?

Un, un hano zo, ya : Un neizha(d)-gwenan

– Un neizhad…

… Gwenan, ya

– 'Vid gwenan o nijal ar mo(d)-se kwa ?

Ya, gwen(a)n d'o(be)r mel, ur… Me(d) oh ! Mod-all vije ur wenanenn kwa ! Pé vij(e) kemed un'

– Ya ? Me(d) me oa 'klask pe-sort mod vé lar(e)t un « essaim, un essaim d'abeilles »

Ur golôennad-gwenan !

Ah ya ! Ur golôenned

Ya

– Ah ya, me(d) an dra-h(e) é « la ruche » ?

Ya !

Ya, just a-walc'h

– Me oa 'klask pé vé kalz gwenan « vrrrrr »

Ah ! Pa vent just, ya-ya-ya-ya ! Ouais-ouais-ouais-oauis

– Barzh an aer


Pa vent tapet ahe ba… Ha vent 'zribil deuh ur wênn-derw ah(e)

Vij(e) ket lar(e)t ur…

– Nann, n'eint… Pa vegn 'froñal !

Ah ! Pa vent à froñal !

– Ar…

Vé ket lar(e)t ur glodad ? Ur gloda(d)-gwen(an)

Oh… Nann, oh ! Be zo lod ha' lar ur gloda(d)-gwenan 'è, me(d) hañ !

« Ahe zo gwenan ha' (e)maint à froñal ahe war ar wênn ! » Vije lar(e)t

Ha vé klêt 'è papred war ar gwe-derw bremañ, pugur bremañ zo boulou ru ba'h ar c'her'n

Ya

Hag emaint war ar re-he !

– An hed-kwenan ma klêt

Un neizh(a)d-gwen(an) !

– Hag an dra-he a hall nijal 'e kwa ?

Ah daon ya 'ha !

– Ah ya ?

Ya-ya-ya ! Ya-ya ! Pugur a-wichou vent toud (a)ssam(e)s à ho(r)tos posañ ba-lem a vé la mère d'entre eux, ils sont là en train d'essayer de se poser : Ahe zo un neizha(d)-gwenan 'hond da bos(añ) un tu m(e)nneket kwa !

– Ah ya, un neizhad

Ha oagn à froñal ahe

Ya, froñal ahe, 'vel vi(d) 'n hañw ahe gis-se, barzh ti-Édite oa un neizhad oa deut, n'ounn ket deus pe-lec'h

Ya-ya-ya

Ha oagn àh o(be)r an dro d'ur vodenn en(e) toud

Ya-ya

Sell oamp à lar(e)d :

« Ah sellet ! Ahe zo un neizha(d)-gwenan ! » Oamp à lar(e)d mo(d)-se

Ya-ya-ya !

Me(d) daon ! La mère était dedans, dans le sapin avant, sell ar re-all oa 'h o(be)r toud an dro 'klask posañ tal hi c'hichenn kwa ! Ha goud(e) deus an abard'hê-noñs neuhe oa deut ma ni bihen da gerc'hed 'nê neuhe, heñ a ra mel ! Hag a oamp fentus à sell(e)d deusountoñ : A anee la mère deuh ar re-all

Ah bon 'ha te ?!

Ya ! Da lare(d) demp…

Hag ar re-all a'h ee da-heul goude pa dape houzh

Ya ! Just a-walc'h !

« Oh ! Ma hallon tapañ ar vamm » lar « da lakad ba'r golôenn, damaïg ar re-all… »

La reine kwa !

Ouais

« … Ar re-all teuy toud e-barzh ! »

Ha hañw ree ar vamm deus an dra-h(e) kwa !

– Ah, ar vamm ya

Ya

« … Hag ar re-all teuy toud e-barzh ! »

Ma ! Tapet na ar vamm ha laket 'nèi ba'r golôenn hag a toud ar re-all weles 'hond ba'r golôenn goude !

Ah biskoazh !

Hag e-se é fentus (me)mes-tra !

– Un neizhad-gwenan vé lar(e)t, me(d) pa vé freuloniou vé lar(e)t 'e ? Un neizhad-freuloniou ?

Daon ya ! Un neizhad, ya

– Ah ya

Beñ ya

Pet(r)a é ur freuloñ là ?

Daon ! Ur wenanenn !

Ah ya !

– Ur wenanenn é an « abeille »

Ar wenanenn é le frelon

Voilà !

Oui

– Mais c'est une abeille « ar wenanenn » ?!

Ah non ! Ah non ! Ur wenanenn, c'est un gros bourdon !

– Ben « gwen(a)n » c'est les abeilles ?!

Oui ! Gwenan, me(d) ar wenanenn n'é ket an dra-he é, ar wenanenn zo un gros bourdon !

– Ha pe-sort mod a lares-te neuhe pé vé « une abeille » ?

Euh… Pe-naos a laromp pé vé une abeille…

– Ur wenanenn

Ur wenanenn !

Ya, ur wenanenn é, me(d) le bourdon vé gwraet ar wenanenn-vras deusonti

– Ah ! Ar wenanenn-vras

Ya-ya-ya-ya !

– Ah ya ?! Ar mo(d)-se vé lar(e)t « le bourdon » ?!

Ya, ya… Ha be zo c'hoazh re-all c'hoazh : Gwesped !

– Gwesped, ya

Ah ya !

Ouais

Gwesped !

Ya, ar re-h(e) so hir ha bras ahe kwa !

Ya-ya !

– Ar wespedenn

Ya, ar re-he bik neuhe !

– Ah ya !

Hag a…

Hag, hag ar vubig !

Ah ! Ar vubig vé, me n'ounn ket pet(r)a é…

Ça c'est les moucherons

– Ah ! Ar vubi !

Ya

– C'hwi lar mo(d)-se ?

Ya

– Ni lar « c'hwibetes »

Ah nann

Ha ni lar : Debet omp ga'r vubi !

Ga'r vubi, ya !

Deus an abard'hê ah(e) pa vent à…

– Me(d) toud an dud vé debet ga'r re-he

Oh fi ya !

Ya-ya ! Deus an abard'hê surtoud, an hañw ahe gis-se

Holala !

– 'Tro c'hwec'h eur ha…

Just a-walc'h ya !

Holala !

Gwich-all p(a) vijemp 'tiwoull ar saout deus an abard'hê

Ya

Ha vije red demp koach(añ) hom vass deuh ar re-he

Petram pa 'h eemp da vinad !

Just ! Memes-mod, ya

Heñ ?

Ya-ya ! Vij(e) ket moien da bad gante !

Vij(e) ket moien da bad !

Ah nann 'ha !

Sete ken a teue da c'hoant dit da 'n-om gravinad !

Ya ahaha !

– Ya

Ya

– Oh ya ! Chetet-kuit deus ar jerdin kwa !

Ac'h !

Ah ya 'ha !

– Ah ya, pe-sort mod a lares ? Ar vibu ?

Ar vubi !

– Ar vubi ?

Ya

Ur, ur vubïenn

Ur vubüenn !

– Ur vubïenn ?

Ur vubüenn !

Ya

– Ur vubüenn pé vé un' kwa ?

Ya !

Ya ! Daon gwich-all vije lar(e)t : Aet so ur vubüenn ba ma lagad kwa !

Ya !

Ya ha vije…

– Ah beñ ya !

Ya

– Just a-walc'h

Ya-ya !

– Ha gwir é a zigouev, ya

Beñ ya…

Ya

05/12/2017

Merien-askelled hag un hed-kwenan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ha Tanguy Solliec ba-ti J. ba Laz e 2010 (ur lewr zo gante war an daol gad imachou). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Pierres-Yves
- Tanguy
J.



– Pe-sort yaot zo ahe ?

Houzh sè…

– 'Ma ket yaot-flañch vé lar(e)t deus an dra-he ?

Yao ! Yao-yao ! Hallefe be yè, hant(er)-hes(k) vé lar(et) am(añ), ar re-he droc'h ! Yè

– Ah ya ! Hesk vé lar(e)t ga lod, ya

Hes(k) yè… Ha be zo, be zo dow sort 'è, war ar men(e) vé hes(k) ha' droc'hint ket re anê hag zo soup(l)oc'h ! Lec'h ba'r prazeier, ar re-h(e) droc'h heñ !

– N'eus ket yaot dac'h an droc'hadenn ?

Yao ! Yao, é 'n… Lousou-'n-troc'h vé lar(et) da 'n dra-he 'è : Plantain

– Ah ya ?

Lousowenn-troc'h

– Ha pet(r)a vé gwraet… ?

Eh beñ herp ar gwad é mad ! Oh ! Ar plantain zo mad 'vi(d) kalz traou heñ ! Mem(es) dé, dé zeb(iñ) é mad 'è…

– Ar lousowenn-an-troc'h an-hi(ni) é ?

Yè ! Lousowenn-troc'h vïe ka(s)i-sur

– Hag e vé, vé tapet ar penn ?

Am(añ) vé lar(et) « skleñch », me(d) « lousowenn-troc'h » vé lar(e)t alï(e)s

– Hag é, daw é tap un tamm ha dispïañ ar penn ha dispïañ 'nèoñ

Of…

– 'Vid lakad war… ?

'Vi(d) serten traou, ar re-h(e) zo mad da kalz traou heñ ! 'Vi(d)… Ma bikè ur wenaienn ah(e), ma peus c'hoant, c'hwi flas(tr)e 'nèi un tamm ha frot ! Ha soupal(ed) dazhtu ar piqûre ! Ar merien ha toud an dra-h(e)… Ha memes 'è : Tap teir delienn, un' da peb tra kwa ! Ga tri plantenn, melañjañ 'nê, flas(tr)añ 'nê mo(d)-se ha soulaj-hè ar piqûre de, de merien, de fourmis

– Pe-seurt mod a lareh ? Ar 'mererien' ?

Merien !

– Ah ! Ar merien !

Merien, ehehe ! Ur verierenn vé lar(e)t yè, ma vé kim(ed) un'

– Dow sort merien zo

Ah ! Be zo re-askell(e)d, yè

– Ah ya

Ah ! Ar re-h(e) zo loustoni !

– Merien-askelled ?

Ar merien-askelled vé lar(et), yè. Ha ma vé tomm ! 'Bénn teu divïou tomm ah(e) his-s(e), kost ar voger ha wechou welefeh ur, ur fordelled

– Ur vodenn

Yè, re-zu !

– Pe-seurt mod vïent da weled ?

Ar merien, me(d) kim neus des ailes, diwaskell !

– Ha, ha bras ign ?

Of ! Un tammig brassoc'h 'vi(d) ar merien vé ba'n douar ah(e) his-s(e) !

– Ah ya ? Me(d) p(e)-lec'h reont o neizh ?

Ah ! N'ounn ket p(e)-lec'h a regn o neizh 'ha ! Ar merien-askelled ! An dra-h(e) n'on ket gouest da lar doc'h p(e)-lec'h regn o neizh, me(d) ar re-h(e) vegn ket gwel(et) 'nê kin pé vé tomm-tre an amzer. Yè ha gou(de)-se neuhe, oh ! 'Bénn vêr troc'h ed ah(e) gwech-all, ar re-h(e) ya ke(n)toc'h war an traou sklêr, gwénn. Ar re vé dilhad gwénn gat(e) pe un dra m(e)nneket ah(e) ha lod, 'bénn 'n-im zifenn a re(n)ke, lake un tamm tovañcher du war o fénn 'è pedam a gomañsègn ganoc'h 'e

– Ah ya ?

Euh… N'é ket ken, ar piqûre n'é ket tre kern gwazh 'vel ar merien-ru, me(d), me(d) jen(a)nt walc'h eint ha amañ zo 'è sè ! Ha am(añ) vé un tamm merien 'è matreh(e)…

– Un neizh-merien vé lar(e)t petram un duchenn-verien ?

Un duchenn-verien yè, un duchenn-verien pet(r)a ! Am(añ), am(añ) (e)ma ar gwen(an) neuh(e), am(añ) (e)ma an essaim ! Gwen(an) 'n-heñi oa deut war he zro

– Ah ya, an… Deut oa an he(d)-kwen(an) d'ar gêr !

Deut oa an he(d)-kwen(an) d'ar gêr ! Koueet oa an he(d)-kwen(an) ba kêr ! Am(añ) (e)ma, ah yè ! Am(añ) (e)ma ar goloñn, (e)ma 'n he(d)-kwen(an) 'hond-kuit sè ! Sè ! Am(añ) é-hañw e(rr)o an he(d)-kwen(an) war-lerc'h ar, war-lerc'h ar c'hi, ar c'hi ya ba'n hent 'è ! Ahaha ! Hem(añ)-all neus, kar me(d) ar gowenn zo am(añ) c'hoazh 'è, ar gowenn…

– Ha 'benn vé ka(v)et un he(d)-kwen(an) ar mo(d)-se, 'vid laka(d) 'naoñ da zond war 'r ruchenn vé… Pe-sort mod vé gwraet neuhe ?

Of ! Of-of… Be oa kalz sistemou-all 'è, n'ounn ket (ha)g-eñ an dra varcheè toud 'è…

Boñ ! Ma, 'bénn oa les ruches ah(e), ba-dreñw ar hrañch ahe his-se, ma vé gwel(et) un' se(v)el, 'hond-kuit ha 'bénn-neuhe tap un treber hag an alc'h(o) d'an, d'an ti : Tign-tign-tign-tign-tign ! Ha vé gwraet an dra-h(e). Boñ ma 'n-im stage-heñw d'ar bod, 'bénn-neuhe oa mad-tre ! Ha vé les(ket)-heñw trankil ah(e) gou(de)-se neuhe ken vé diskénn(e)t an heol, vé soupleed an de kwa ! Vé ket ken tomm kin.

Ha da 'n a(b)ard'hê-nos neuhe, ar goloñn vé prepar(et) raog heñ ! Netoiet-mad ha vé stri(n)ket ur bann(e) dour-laezh ga suk(r) barzh, c'hwi eve ur bann(e) : Psssit ha psssit ! Ahaha ! Tro-war-dro ! Hag é neuhe prop(r) mo(d)-s(e) hag é ga ur bann(e) dour-suk(r) ha gou(de)-se lakeè ur liñser braw neuhe ha vé darc'h(et) ar goloñn di(nd)an an he(d)-kwen(an) neuhe ha vé gwraet un taol sec'h ! Pouf  ! 'Zigouev ba'r goloñn ha cheñch tu dèi goud(e)-se ha lakeet an traou klos peu-prè kwa ! Dê da chom, chom a ree barzh, mo(d)-se vé gwraet

Hag an dra-h(e) oa, meus bet klêt lar(ed) 'è, me(d) gwel(ed) 'h o(be)r meus ket bet gwraet ! Ma wel(e)t an he(d)-kwen(an) ha' 'n-im stag ket d'ar bod, bet é hezh 'klas(k) mond-kuit ! Ha vé lar(et) lar : Sklap dour ! Dour pedam sab(r), dreis(t) ar mo(d)-s(e) ! Boñ ! 'Re-h(e) gè(v) dê la 'r glaw 'n-heñi zo 'tond ha 'bénn-neuhe stopo. Ha heñw ya ket hag renkegn klas(k) mond pelloc'h neuh(e), 'n-im stagañ d'ar bod ! Pedam sklap un dra m(e)nneket dreis(t), lod vé 'sklap ur falz dreis(t) kwa ! Ha 'bénn-neuhe, me(d) mo(d)-s(e) boñ… Meñ n'on ket bet keme(nt)-se (aha)naon ba…

– Ah(e) oa dañjerus

Yè, doc'h ar falz (???)

– Oa koueet ar falz en-dro, oa koueet war ho penn ahe

Yè, ma gouev war ho korr(e), yè… An dra-h(e) meus ket gwel(et) keme(nt)-se (aha)naon, me(d) oh ! An dra-h(e) vïe gwraet 'è : Sklap traou 'ha ! Ha lod lar brem(añ) é, brem(añ) é 'n traou modern ! Ga'r jê-dour haller 'h o(be)r 'è, an tüioched ha 'bénn-neuhe ree, reegn, gallègn ev kwa !

– An dud lakegn ket un dra m(e)nnag war o venn 'è ?

Lod a ra, ma niz ahe vé un tenue gantoñ, mask ha-toud ah(e) mod-all… Me(d) ar re-gozh ree an dra-h(e) heñ ! Pouf ! Ar re-gozh oa… Ha ga'n d… Ga o zirénn(ou), ar re-h(e) ree an dra-h(e), ar yont(r) kozh ah(e) ha heñ vé e gorn-butun gantoñ, heñ vé ket, grogè ke(t) ar gwen(an) gantoñ ! Ar butun blij ket dê, ar moged blij ket dê, set' ar re-he vé les(k) tran[kil]… Ha pass mond brusk 'è, ma flas(tr) un', ar venin goud(e)-se, ar re-h(e) sant mad toud, ar re-h(e) teuo toud war ho korr(e) !

Daw din echu ma le(w)r, daw din gwel(ed) pet(r)a zo ! Am(añ) 'ma, hem(añ) 'ha ! Pet(r)a lar(e)t da 'n dra-nt ? Neuhe é ar broc'h ?

– Ah ! 'Ma ket, ur c'harw

Ar c'harw ! Hezh é, hezh é… Pet(r)a vé lar(e)t da 'n dra-h(e) brem(añ), galleg ? Ah ! Teu ket d(a) joñj din

– « Le cerf »

Le cerf é ! Ar c'harw é, ar c'harw

– An dra-he n'é ket ar « yourc'h » ?

Ar yourc'h, me(d) da… Ba'r re-he n'añw ket gouest d(a) 'n-im gomp(r)en kàer, yeo ! Ar, ar chevreuil 'h anveon, pezur vé-hègn am(añ)… 'N nos(ve)zh oa erc'h, oa deut un' tre war, kreis ar… Lec'h peus ket lakee(t) ho oto ha meñ oa war ar penn-all du-he oa, oa surpren(et) ganin

01/12/2017

Ur skalf ba'r voger ha merien-diweskell e-barzh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




– Peus ket gwel(et) ar re-he, merien ga… ?

Diweskell ?

– Ya

Ya

Eo !

– Pet(r)a vé gwraet deusoute ?

Ar merien-diweskell

– Merien-diweskell ?

Ya

– Ah ya ?

Ya, 'vi(d) amañ dïann(añ), merien-diweskell vé gwraet deusonte, ya…

– Ba, ba Laz vé lar(e)t « merien-askelled »

Lod a lar 'è, ya

– Ah ya ?

Askelled 'è, ya

– Memes-mod amañ ?

Meh-mod é : Diweskell ha askell zo memes-mod. Ya, 'vel ar yir neus askellou 'è, houzoh walc'h

– Ya

P(e)t(r)am merien-askelled 'è, lod lare ya : An dow, an dow vod vé lar(e)t kwa ! Ya

– Ha pevar(e) vegn gwel(e)t dija ?

Hañ ! 'Fin Doue 'ha ! Ba septembre ahe weles 'nê !

– Gwenngolo ?

Ya, neuhe vé mï(o)c'h ! Ha du-mañ, ba mis-k(w)enngolo vé un neizhad ba'h ar voger ha vent, é red diñ lakad dour berv(et) war'nê beb pla, pugur ar re-he teu ba 'n ti mod-all !

Ah ya ?!

Ah ya-ya-ya !

– Ba'r voger 'n-heñi (e)ma… ?!

Ya ! Ya, pa zo ur skalf ba'h ar voger ahe, ar re-he ra o neizh ba(r)zh-ene !

– Un neizhad merien-askelled neuhe

Just a-walc'h, ya

Weles ket !

Ya ha be zo merien ru bras ahe, askelled 'è

– Ah ya ?

Ah ya, me(d) ar re-he ra ur, ur vodenn ba'h an dou(a)r kwa ! Hag a, me(d) ar re-he so bras neuhe ! 'Lec'h ar re…

– Ah !

Ya, ar re-m(añ)-all zo merien bi(he)n du ahe ha askelled !

– Memes ano neugn ?

Beñ memes hano : Merien zo merien 'vi(d), 'viton-me kwa !

– Ahaha !

Beñ ya…

Ya 'ha ! Ur gluda(d)-verien vé lar(e)t kwa !

– Ur gludad ?

Ya

– Ur gludennad pe ur gludad ?

Ur gluda(d)-verien

– Ah ya, me(d) te pa lar(e)t « ur gludennad-verien » ar wech divé

Ur gludenna(d)-verien, ya ! An dra-h(e) vé lar(e)t 'è, ya

– Hag ur gludad-verien ?

Ya ha wichou vije lar(e)t :

« Ha heñ neu(s) rôet un taol-tro(a)d ba'h ur gluda(d)-verien ! »

Sell neuhe 'h ee ar merien partoud 'è, houzoh walc'h

– Ha vije ket gwraet sort e-bed deusoute, gwech-all ?

Pff… Oh daon nann ! A-wichou vijent neuhe diskrapet toud, dê d'ond lem a diche c'hoant, goull dê da cheñch plass kwa !

– Ah ya ?

Ya !

– Sort e-bed mod-all kwa ?

Daon nann…

Nann 'ha ! Pet(r)a ri… ?

Beñ nann ! Gwich-all oa ket lousow(et) na traou, houzoh walc'h, oa…

– Nann-nann, me(d)…

Nann, me(d) p(a) vije c'hoant da zisparissiñ 'nê : Lakad dour bervet war'nê vije gwraet kwa…

Ya

An dra-h(e) vije gwraet, ya…

Hañ fidandoue ! Neuhen 'ha !

Daon ya ! Goude gerzhont ahe, houzoh walc'h, beñ ya…

Neuhe 'h ent-kuit !

Daon ya !

Neuhe cheñchont…

Beñ ya…

… Roud 'ta !

Ah ya-ya ! Brem(añ) a vé des produits 'vi(d) ar merien, me(d) gwich-all oa ket, houzoh walc'h

Nann

Traou mo(d)-se, me(d) 'r re vije ba'r parkeier vije leusket, ar re-he amerdent den e-bed kwa !

Nann, nann-nann

Me(d) pa teuent en-dro d'an tïer

Ah daon ya !

Oa un amerd kaoud 'nê kwa ! Ya

Ah ya !

– Ah ya , pugur am(añ) brem(añ) vegn war ar prenesti

Ya !

Just a-walc'h, ya !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog