25/11/2017

An treber-karr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




– Pet(r)a vé gwraet deus an tamm machin a oa blam da reposo brankariou ar c'harr ? Vijent ket poset war an douar

Ah nann a'ha ! 'Ha…

– Ha oa un tamm machin ahe blam da bosañ…

Ya

– … Ar brankariou

Da lak anê da ziskourañ ?! Nann…

Nann, da bosañ…

Da bos(añ) ar breiou ?

Ar breiou !

– Ar breiou, ya

Ya !

Oh ! Pet(r)a vije gwraet deus hezh deja ? Ur machin koat ahe oa hezh…

Ya

Ho ! Oh ! Gwel(ed) a rañw pet(r)a é 'ha…

– N'é ket ga tri pe be(va)r fow ar mo(d)-se ? Ha oa treid kwa !

Ya, ga treig na

Ah ya !

Da zelc'hen ar c'harr, ya. Oh ! Pet(r)a vije gwraet deus hezh ?! Ma ! Teu ket da joñj din…

– Me meus diw gomz, me(d)…

Ya !

– Un dalc'h-karr pe ur marc'h-karr

Ah… Ya ! Un treber-karr a vije lar(e)t amañ !

– Hañ !

Un treber, pugur…

Ah !

– Ya, 'vel un treber é

Ya, ya ! Un treber, ya !

Ah bon '(h)a ?!

Un treber da zelc'hen ar breiou, ya. An treber, pugur a-wichou ar c'heseg yowank, pa vijer à tiskiñ 'nê d'ond ba'h ar breiou

Ya

Oa ket braw, 'houzoh walc'h

Ah fi nann a'ha !

Ha vije 'vi(d) laka(d) hezh a-dreñw ha pa vij(e) aet e-barzh, komañs(e)t d'ond e-barzh vij(e) tenne(t)-hezh kuit blame(d) dèi da rekuliñ neuhen ba'r breiou kwa ! Ya

– Ha pe-sort mod oa an tamm machin just a-walc'h ? 'Vid esplik(añ) un tamm pe-sort mod (e)ma

Daon ! Hezh a oa, dow dro(a)d ar mo(d)-se na, un' am(añ) hag un' ahe ha ga ur pezh koat neuhen da zelc'hen 'naoñ neuhen 'e, sell heñ na nerzh da zelc'hen ar breiou kwa !

– Ur pezh koat hag a'h ee 'dreus kwa ?

War-gourr(e) an treig kwa !

– Ya

Ya

– Ha vé ket gwraet un dreujell deusouti ?

Ah eo ! Meh-mod, ya-ya ! Un dreujenn vije laket kwa ! Da zelc'hen anê kwa ! 'Velt un treber oa blame(d) daoñ da gaoud plass da chom plén 'è kwa !

– Treber-karr

Ya, un treber-karr !

Ah ! Weles ket 'ta ?!

Ya

– Me(d) mod-all ha' na klêt ur gomz-all 'vid an dra-he c'hoazh : Ur c'habow

Ur c'habow ?

– Ya

Beñ ya, toud ar brezhoneg vé ket lar(e)t meh-mod

Beñ didoñ ! Te, te oar traou 'hat te !

Ya

– Ya, me(d) an heñi a lare « ar c'habow » a lare 'e « an dalc'h-karr », 'vel « un treber-karr »

Hañ !

Ya, 'vel un treber-karr

Ah ya !

– Me(d) na lar(e)t oa an dalc'h-karr, pe un treber-karr, oa gwraet espress-kàer 'vid an dra-he, me(d) na espliket demp lar ar c'habow a oa un tamm koat gwraet founnus ar mo(d)-se blam d'o(be)r memes-mod kwa ! Me(d) pass an heñi, an heñi gwir kwa !

Nann-nann

– Hag a ree « ur c'habow » deus an dra-he

Ah ya ! N'é ket

Ah ! Weles ket ?

'Vel deus ar chevalet

– Ya


A vije lar(e)t un treber 'è da lak un daol !

Ya

– Ya

Ya !

Beñ meh-mod é, houzoh walc'h

Ya-ya

– Ya-ya

Ya !

– Me(d) « kabow » peus ket klêt kwa ?

Nann

Nann

Nann-nann ! Treber vije lar(e)t kwa… Hañ fe ! Ar brezhoneg vé ket toud partoud meh-mod hañ !

Nann

– Nann-nann

Nann

– Me(d) a-wechou vé klêt ba ur barr(e)s ha vé klêt ba…

Ah ya-ya-ya !

Ya-ya-ya-ya ! 'Vel lær(e)s, ya

– … Ba kalz a blassou kwa !

Ya-ya-ya

'Ha beñ…

– Beñ klask a rañw goûd, just a-walc'h, p(e)-lec'h vé lar(e)t

Pe-lec'h vé lar(e)t

Hañ ya 'ha !

Just a-walc'h, ya-ya

Ya, kompren a-walc'h a rañw

Ben ya !

24/11/2017

Me renk mond d'an Amerik !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Daniel Jequel ba-ti M-J. ba'r C'hastell-Ne e 1989. Trañskrivet an traou ga Benjamin Bouard ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Didennet oc'h bet duzhtu da vond da labour(ad) en Amerik, ne faote ket doc'h chom da laboura(d) ba lec'h-all ? Er Frañs lakomp ?

Oa ket labour ba'r Frañs ! Pet(r)a mise gwraet ba'r Frañs ?! Me zo bet un tamm 'labour(ad) ba'r Frañs 'e, oa kass(e)t da, d'an Normandie du-h(e), da Honfleur, da labourad ga teir gozh heñ ! Teir gozh-kozh, me zo koshoc'h (e)vite bremañ, me(d) d'ar mar(e)-se ! D'ar mar(e)-se, me oa ugent vla, peus kime(d) choñj(al) pe-sort buhe môa-me ga teir gozh mo(d)-se ! Ahe oa gwraet pemp pla ah(e) gis-se ! Ha toud mé arc'hant, ar pezh houneen, zigassen toud-toud d'ar gêr, toud d'ar gêr ! Wechou vise kass(e)t ma fê en añves d'ar gêr 'bar(z)h vïent gouneet ganin ! (E)vi(d) chikour ar re-all ba'r gêr !

– Ah ya !

Pé môa tap(et) pemp pla war'n-ugent, me lar :

« Brem(añ) zarc'ho ganin, 'benn-neuhe joñj din (e)ma poent din choñjal bæle ma-hun 'e ! »

– Ya-ya-ya !

Ha môa despunet tro-walc'h, a-peu-prè… Pêet-mad oan !

– Ah ya !

D'ar mar(e)-se ! Pêet-mad oan. Hag a me lar môa despun(e)t tro-walc'h ha ga'n dra-he meus pêet mé hent d'ond d'an Amerik, dé ma gwas ha din ! Ma gwas oa deus ur familh vras 'e, me(d) nôa ket gwenneg (a)rres(e)t (e-)bed 'nèoñ, pugur toud ar re 'gis-tin 'e 'kass e arc'hant d'e dud 'e, pugur oa familhou bras ha nôa ket gwenneg (a)rres(e)t 'benn nôa gwraet an dimarchou ha-toud, ar bato gous(t)e 'benn-neuhe, dow-vil lur gous(t)e (a)r bato dé pep den ! Ha me môa pemp mil lur ! Sete jom mil lur ganimp c'hoazh, pé omp dibarket ba'n Amerik ene !

– Ha pe-naos na peus ka(v)et ur plass evid mond d'an Amerik ? Pe-naos a peus dessidet kuitaad Paris evid mond d'an Amerik ?

Bar(z)h oan dimêt, mé gwas oa ba Paris !

– Ya

Ha me oa ba'r Bretagn ! Hag heñw zo deut en vacances pet(r)a ! Ha 'n-im rankoñtret a(r) mo(d)-se ! Hag a heñw, ha heñw neus bet choñj(et), heñ oa klas(k) chom ba Paris, me(d) me blije ket Paris din, me lar dèoñ :

« Me renk mond d'an Amerik ! »

C'hoant môa da wel(et) bro 'e. Mont-kuit deus, deus… Ha pugur ma breudeur 'benn-neuhe oa toud, kalz deusoute, pe(va)r benneket oa, pe(va)r ha ma breur koshañ, pe(va)r-pemp, pemp oant ba-neuhe ba'n Amerik, pemp breur môa ba'n Amerik, set' oa ket risk din !

– Nann !

Ha ma c'hoar-gàer oa en(e) 'e ! Sete me môa tud da zigemer (a)ha(n)on kea ! Me(d) an dra-he oa ba Lodi, me(d) deuh Lodi, ni zo deut da New-York deuzhtu da glas(k) labour ! Ha 'n-im adress(et) deuzhtu da le consulat français ha deus ahe gis-se gou(de)-se omp bet d'ar Bureau de placement français. Arf ! Kè(v)et labour deuzhtu ! Mé bredeur nôa lar(et) din :

« Ka(v)oud refeh ba'n usin ar gi(s)-m(añ) hag ar mo(d)-mañ ! »

Me(d) ma gwas ne faote ket dèoñ chom (a)ssames ga'r re-all ha neump ket bet melañjet gou(de)-se, pugur nim zo chom(e)t ba New-York hag ar re-all zo chom(e)t ba Lodi tre da-veteg 34, 33-34, pé oa deut an dépression gate, hègn zo deut d'ar Frañs ! Me(d) me n'on ket deut d'ar Frañs, me zo chom(e)t ba du-he ! Pugur môa ket arc'hant d'ond d'ar Frañs 'benn-neuhe ! Oa ket arc'hant da zond… Ar pezh vise gwraet, vis(e), yee toud ! Hag a mé gwas, ma vise ur gwenneg supplément oa antetet ga'r Bourse dija ! Hem(añ) nôa gwel(et) la Banque ah(e), ba Paris ahe gis-se ha lar :

« Ahe zo moien d'ober arc'hant » lar-heñw, « founnus-founnus ! » lar

Me(d) neump ket gwraet arc'hant founnus ar mo(d)-se (aha)namp

– Nann

Nann, sete nin zo bet chomet da usañ, usañ ! Labourad, labourad, labourad ! Ça a fondu, là ! Teuñet gi(s) vé laret 'e

– Ya-ya

Teuñet-toud !

– Ya-ya-ya !

Ya

– Ha pe-naos a peus ka(v)et en Amerik, pugur an dra-he zo ur vro ha' ne anveieh tamm, setu pa oc'h digoueet, pet(r)a na peus remarket d'ar c'hentañ ?

Digentañ an tïer ! Uvel kea ! Oh, me(d) digentañ 'n-ur zibark(añ) ba'n Amerik, mé kar(e)t-hou, nin zo dibark(et) ba un takad powr a-walc'h heñ ! Le bas de la ville ! Ba'r c'h-quartozième omp dibarket heñ ! Ha an dra-he zo un tammig hag a vé lar(e)t Chinatown, ur machin powr pet(r)a ! Kalz Chinoaied hag a bep-sort : Re-zu oa kalz ahe !

– Ah ya ?

Ya, me(d) gou(de)-se omp bet ba kreis-kêr neuhe, me(d) me zo bet ba ur c'hartie a-peu-prè, ur c'hartie prop ba-bord ar East-River gi(s) vé lar(e)t, East-River… Hag ahe oa Rockefeller Center, ahe oa, vé gwraet toud Institute, Rockefeller Institution. Ha gou(de)-se neuhe, ahe zo gwraet un ospital vras, un ospital, The Limerick. Ba ur c'hartie mad oamp hag a bord ar River pet(r)a ! Bord ar rivière, rivière oa ket, an dra-he zo branche de mer pet(r)a ! Gou(de)-se me zo aet da glas(k) labour d'ar privé, on appelait ça privé, pugur ahe oc'h lojet ha maget, set' labour sur ken peus gall(et) kemer roulamant kea ! Oh ! Sterd é bet ar vuhe hô !

– Setu oah dispartïet deus ho kwas neuhe ?

Ah nann ! Ni oa aet dow (a)ssames labour(a)d !

– Ha oah daou (a)ssam(es) ba'r memes tïegezh ?

Dow (a)ssames ! Keit nomp gall(e)t 'h ober, me(d) goud(e)-se oa digoueet un dra-all : Me oa digoueet ba'n Amerik, mé faotr zo ganet eizh mis war-lerc'h oan digoueet ba'n Amerik, peus kim(ed) gwel(ed) ! Ha sete oa ket arc'hant, ouïemp ket ar langach, mé gwas nôa ket kalz labour 'nèoñ, me gè(v)e labour, heñw gè(v)e ket !

– Pe-seurt labour na reeh ?

Ah ! Ma ! Me(d) me oa ba, 'labour(a)d, beñ gis ba'r privé pet(r)a ! Ba'r privé reeh toud an traou c'hoa(z)h, général gi(s) vé lar(e)t 'e, bonne à tout faire pet(r)a ! Goude-se neuhe, pé oa kè(v)et labour (e)vid mé gwas, heñw oa aet d'un otel, komañset digentañ da, ba'r gusun en-dro d'ar… Ba-tous(k) ar c'hast'rodennou ha goude-se neuhe (e)vid 'h ober busboy rant deuh d'an dra-he, pe-sort mod vé gwraet deus an dra-he, débarrasseur pe(t)ra ! Ha gou(de)-se d'ober garçon ha go(ude)-se neus gwraet neuhe, é-heñw aet uvel walc'h, 'benn ar fin oa-ñw aet da, neus bet, é-heñw aet tre da… 'N uhellañ pet(r)a ! Sete, me(d) pell é bet 'benn é aet da-beteg ahe gis-se heñ !

– Ah ya ?

Ya, oh ya ! Pugur daw oa dèoñ deuskeun ar langach 'e ! Me(d) seizh vla war'n-ugent neus gwraet-heñw ba Waldorf-Astoria ha houzh, ba-lec'h zibark toud an touristed preñsipal 'e ba, deus, 'fin ba'n Amerik kwa ! Houzh so un otel vras ! Un otel luxe pet(r)a ! Ahe gis-s(e) é be(t)-heñw 'pad seizh vla war'n-ugent ! Ha neus darc'het neuhe, 'fin, head waiter vé… Me n'on ket gouest da lar(ed) an dra-he e brezhoneg (aha)naon ! Head waiter, capitaine pet(r)a ! Kabiten ahaha ! Wei ! Kabiten ha goud(e)-se an heñi-all zo huvelloc'h pet(r)a ! Heñw é a zirij d'ar re-all pet(r)a ! Añfin, me(d) sterd é bet ar vuhe, nïe ket darc'h(et) gol añves… Ar re nôa ur vicher (a-)raog pé yeent di, ar re-he oa aes dê ! Ar re-he nôagn kimed goull mond war o micher ha sete ar re-he nôa ur vicher ha' gontinüe pet(r)a ! Me(d) an heñi nôa micher (e-)bed… Mé gwas nôa ket micher (e-)bed, pugur mé gwas oa meungleunier pé oa-ñw yowank ! Ha gou(de)-se oa-ñw aet neuhe da Baris pet(r)a ! Agent de ville pet(r)a !

– Ah ya !

Ya !

– Ya-ya

Sè ahe neus gwraet dow vla, 'raog mond d'(a)n Amerik, me(d) dow vla-goñje neus gwraet 'e, heñw nôa gwraet dow vla-goñjed am(añ)…

– Ah ya

Ya

– Ya

Ha neuh(e) é bet ba'n Allemagne, c'hwi oar walc'h, 'n All… 'Fin…

– Me(d) ne blije ket doc'h na vïe bet chomet da labourad ba Paris ?

Nann, blije ket din Paris blam oa ket moaien dé gaoud tïer ba Paris ! Ha nin oa o chom ba'r mansarde, peus kim(ed) joñj(al), oa kim(ed) un tamm lucarne abandon(et) ha bihan ! Oa kim(ed) punaises toud ! Oh biskoazh meus bet toull(et)… Ha oa nitra e-bed ! Confort, les waters, gi(s) vé lar(e)t, oa ba, dans les escaliers, ba'n traoñ, ba diri ! Me(d) peus kimed gwel(et) ! Pe-sort buhe peus ? N'oc'h ket gouest d'o(be)r nitra (e-)bed ! Na d'ober tamm boued ! Oa ket, oa ket moaien da vevañ ba un toull ar mo(d)-se ! Oh ma'hat ! Vïen sod barzh walc'h ! Ma ! Me bet chom(et) ba Paris vïen bet kass(e)t d'ar c'habanou ! Oh nann 'hat ! Oa nitra d'ober ! Ba New-York memes-tra é bet agreabl. Un de(v)ezh, ur wech tre vare vise plijadur à 'hond d(a) haloupad ar vagasinou bras, gwel(ed) traou vraw, na panve vïe ket arc'hant… Me(d) gwel(e)t 'nê a ret memes-tra ! A-wechou vijent essêiet da wel(ed) (ha)g-eñ zigoueent

– Med vïent ket prenet 'neo ahaha !

Duzhtu houneeh un tamm arc'hant halleh kaoud pê ba'r su(zhu)n halleh 'n-im wiskañ deuzhtu !

– Ah ya

Ba'r Frañs oah ket (e)vi(d) o(be)r an dra-he (aha)noh ! Ahe gis-se deuzhtu, pé teus gouneet ho su(zhu)n(v)ezh, halle domp mond d'ar vagajin :

« Tiens ! Me meus c'hoant da gaout an dra-mañ-dra ! »

Hag a vïe, 'brenoh deuztu ha chom a rey ganoc'h c'hoazh ! Hag ho poued neuhe, mag[et], maget mad ! Nïemp, ar boued oa gwelloc'h ba'n Amerik

– Ah ya

Ar c'hig oa, ahe oa kig mad heñ ! Pé vïeh bep sul, amañ gi(s)-mañ n'oc'h ket gouest da brenañ ur gigot bep sul amañ 'hi(s)-mañ (aha)noh ! N'eh ket pell deuh ar gêr 'n-ur bren(añ) ur gigot bep sul am(añ) ! Lec'h ba ene ni halle kemer ur gigot d'ar sul, (e)vid hor familh ha vise debet deuzhtu, 'benn a vïe deut an nos oa gwraet sandwich gate, 'benn un de(v)ezh war-lerc'h vïe ket tamm (e-)bed. Me(d), me(d) vise ket, vise ket epargnet heñ ! Me(d) beviñ mad a reemp ba'n Amerik !

– Ah ya

Ya, beviñ mad a reemp, pugur labour(ad) a reemp ! Me(d) ga ma fê, me halleè darc'hen boued ha mé gwas a jome toud e bê gantoñ, me(d) teuñ(iñ) a ree nê… Oa ket gouest da zarc'hen dow wenneg 'nèoñ !

– Ah nann

Nann. Fumiñ ree, me(d) n'é ket an dra-he, oa ket kalz tra ! Me(d) mïoc'h amzer a bassee ba-ti ar broker (e)vel vé lar(e)t 'ta ! Me n'ounn ket pet(r)a vé gwraet deus an dra-he en brezhoneg (aha)naon… Ar broker, ba-lec'h a vé, oh ! Ba-lec'h oa ti ar Bourse pet(r)a ! Mugnoc'h amzer a bassee ahe (e)vid a bassee war e labour ! E labour ree, e eizh eur a-peu-prè, me(d) goud(e)-se neuhe denne 'n de 'raog o(be)r e repos, d'ond vïe founnus-founnus-founnus da wel pe-sort mod yee an traou ! Dond a ree gantoñ kement machin toud ! Hag a lar :

« Me rey arc'hant, me rey arc'hant, me rey arc'hant ! »

Me(d) nôa ket gwraet arc'hant 'nèoñ, pugur an arc'hant lar vise gwraet nise koll(et) founnissoc'h (e)vid vïent gwraet !

23/11/2017

Gwraet ur bèrv d'ar bevin ha lakeet ba'r soubenn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti M. ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Te oa ganet amañ neuhe ?

Ya, me oa ganet ba'r C'hrann i(v)e

– Ba'r C'hrann ?

Ya

– Ha pe-sort mod oa amañ ba kêr gwech-all ?

Beñ oa, oa keme(d) ar feurmou i(v)e !

– Ah ya ? Ha ped feurm oa ?

Oh ! N'ounn ket, kalz a oa

– Kalz a oa ?

Kalz deuh an tïer zo kouee(t) ene

– Ah ya ? Ba'r Washaleg oa trizeg feurm deus pezh ma klêt

Ah ! Me n'ounn ket ped, me(d) moien a vefe din da gontañ heñ ! Me(d) renk a refen klask i(v)e kwa !

– Ya, klask, ya. Mugnoc'h a dud oa gwech-all 'vid bremañ ?

Oh ya ! Kalz ha pa oan aet ba'r skol a oamp tri-ha-tregont ba'r skol ba Uhelgoat ha brem(añ) n'eus keme(d) merc'h Maïna kén hag kalz deuh o dud oa aet 'trameg Paris da labourad

– Ha c'hwi zo chomet ahe

Me oa chom(et)

– Amañ kwa

Me oa chomet

– Ya, 'vid ar wech toud ?

Ya !

– Peus ket bet c'hoant da zilojañ kwa ?

Ah nann ! Gwech e-be(d) !

– Gwech e-bed ?

Nann

– Ha pet(r)a blije dec'h amañ, ba'r vro amañ, blam da jom just a-walc'h ?

Oh ! 'Vel a oa gis-se, me(d)… Beñ ma ket gwel(et) neme(d) an dra-he heñ kwa ! Sete gis-se ouïen ket pe-naos oa lec'h-all

– Pe-sort micher peus gwraet neuhe ?

Beñ 'telc'hen-douar ga ma dud ha goude-se neuhe oan aet da Boullaouen d'ar pesked da labourad !

– Heñ ! Ba'n usin ?

Ya

– Ha pe-geid oc'h chomet ar mo(d)-se ba'n usin à labour(a)d ?

Trivec'h la !

– Ah ya memes-tra !

Oh ya ! Da bek(ed) ar fin i(v)e neuhe

– Ah ya ! Oas ket komañset duzhtu kwa ga…

Ah nann ! Nann-nann-nann !

– Ha kalz loned oa ba da feurm ?

Oa ket, seizh pe eizh oa seulamant

– Seizh pe eizh pet(r)a ?

Aneval !

– Ah ya ! Me(d) pe-sort re oa ?

Saout-laezh

– Saout-laezh ?

Ya

– Ya, saout-kig oa ket ?

Oh eo ! Ha gwraet vije neuhen, delc'het vije deuhoute d'o(be)r, neuhe vever deuh ar feurm i(v)e kwa heñ !

– Ha oa keme(d) saout ? Oa ket moc'h ?

Oh eo ! Dow be-moc'h a vije dalc'h-mad 'è

– Ah ya ! Hag a vije lahet 'wech ar bla ? Oa ket lahet ur wech ar bla ?

Ah eo-eo ! Eo-eo ! Ha pa vije prenet re-all a vij(e) prenet dow, un' vije gwerzhet ha egile vije lahet (a)darre hañ !

– Hañ ! Ha vije gwraet 'e fest ar pi-moc'h ?

Ya

– Ya ha pe-sort mod oa gwraet, just a-walc'h, fest ar pi-moc'h ?

Beñ n'ounn ket 'ha ! Me(d) lar(e)t a vije 'o gwraet ur bœuf au jus hag a ma gwas na lar(e)t :

« Oh ouais ! Bœuf au jus ga'r pe-moc'h neuhe ?! »

An dra-he glef(e) be gwraet ga un aneval…

– Pugur ma klêt a vije gwraet fest ar pi-moc'h hag a vije distribüet ar c'hig

Vije ket, eo ! Da roiñ d'ar re dostañ kwa ! Vije gwraet

– Ya, pugur ma…

Ha goud(e)-se pa, hègn pa lahegn o, o heñi ràe un tamm demp-ni kwa !

– Beñ ya, memes-mod kwa ! Ya, me ma klêt mod-all, ar mo(d)-se just a-walc'h, vije rôet d'an dud, pugur oa ket aes delc'h an traou, pugur oa ket frijiderien na sort e-bed

Oh ! Oa, oa ket kaos e-bed deuh ar frijiderien diwar ar maes ene

– Beñ nann ha sete 'benn-neuhe vije distribüet kwa !

Ya

– Kuit da goll an traou kwa !

Ya

– Me(d) pa vije delc'het ar, ar c'hig, ba pe-lec'h vije delc'het ? Pe-lec'h vije lesket blam da, da goñservañ ?

Deuh, deuh ar… Deuh ar soliou !

– Deuh ar soliou distribilh ?

Ya ! Pugur amañ vije debet i(v)e ha un' vij(e) ka(v)et, lahet un'-all

– Vije ket sallet ?

Ah eo !

– Ah yeo


Hezh vije sec'h goud(e)-se neuh(e)n

– Me(d) peus ket joñj ? Pugur me meus ket gwel(et) gwech e-bed, pe-sort mod vije gwraet neuhe pa vije lahet ar lon ? Lahet ar pi-moc'h

Oh ya !

– Ha pet(r)a vije gwraet war-lerc'h ? Pa oa marw ar pi-moc'h

Beñ vije gwraet an diw gosteenn kwa !

– Ya

Hag a ar bevin vije sallet i(v)e, vij(e) ket voien da zibiñ 'naoñ ken sall-all 'vel vije ! Hag a vije debet, heh ! Nije poahet ba'n dour, pugur vije gwraet ur bèrv daoñ, vije lakeet ba'r soubenn ! Ha vije debet neuhe ar soubenn gig-sall neuhe kwa !

– Me(d) ar c'hig vije ket laket ba ur bailh-kig 'e ?

Ah nann ! Hezh istribilh deus ar soliou goud(e)-se

– Papred-pared istribilh kwa ?

Ah ya-ya ! Keit-ha vije kig a vije kig kwa !

– Ya, pugur lod a lake ba pojou

Ya, goud(e)-se divêtoc'h oa hag é deut an dra-he neuhen

– Ah ya ?


Ya, set' ni lake ar c'hig ba'r pojou, me(d) da gomañs vije ket

– Laket distribilh da zigentañ ? Ha goude-se vije laket ba'r pojou

Ah nann ! Ha hezh a vije debet gis-s(e) !

– Ahaha ! Debet

Un' beb-tu, ur gosteenn beb-tu d'ar sol ! Ha vije troc'het un tamm ha laket ga'r patates neuhe kwa !

– Ah ! An dra-he oa mad !

Ya 'ha ! Hezh a ree kig sec'h neuhe kwa heñ !

– Ya ! Ha me ma klêt, a-wechou pa vije lesk(et), me(d) matresse oa pad an hañw, pa oa ket vresk an traou kwa ! A-wechou pa vije laket ar c'hig ba'r soubenn, eh beñ war-lerc'h, pa vije poahet, a teue préñved war-horr(e)

Ah ya ! Lampriked a vije gwraet toud dê

– Ya ?

Ya

– Lampiritig ?

Lamprike(d) reemp-ni

– Ya

Me(d) an dra-he zepante d(eu)s an tïer ha deuh ar soliou

– Ah ya… Me(d) oa ket deus ar mod oa sallet 'e ?

Nann-nann-nann !

– Nann ?

Deuh ar c'hoat !

– Ah ya ! Dond a ree deus ar c'hoat kwa ?

Pugur ar soliou vije kwa !

– Ah ya

Gis-se meump bet gouïet kwa ! Me n'ouzon ket di'g-añw é ar wirion(e) i(v)e

– Pugur na lar(e)t vije gwraet ar soubenn-lampiritig deus an dra-he just a-walc'h

Oh ya !

– Pugur vije tennet ga'n ekumour, n'é ket ?

Ya ha…

– Lod ?

Lod nagn… Me(d) ni mamp ket !

– Vije ket debet deus ar lampriked ?

Ah nann ! Oh ! Eh ! Ha oa ket voien da zib(iñ) 'naoñ, oa ket, oa ket moien da zib(iñ) ar c'hig kwa me(me)s

– Me(d) pet(r)a vé lar(e)t amañ ? Kig-soubenn pe soubenn-gig ?

Oh ! Kig-soubenn a'ha !

– Kig-soubenn, ya

Ya

– Ya

Me(d) neuhe 'h eer da gerc'hed d'Uhelgoat d(a) di ar c'higer !

– Me(d) teue ket ur bosser 'e blam da lah ar lon ?

Ba kêr vije un' mennaket, me(d) ni ma un', ur yontr da ma mamm hag a ree

– Ah ya

Ha goude-se ma dad ree i(v)e

– Ha sete oa ket emm kwa…

Nann

– Me(d) ga, ga pet(r)a vije troc'het ar c'hig ar mo(d)-se ?

Ga'r gontell ha ba'r pe-moc'h zo, zo un toull gis-s(e), set' a teu gis-se i(v)e ha vije i dro(a)d ar gis-se deuh ar c'hontrel kwa !

– Ya, vije ket gwraet ga un heskenn pe… ?

Ar mell-kein ! Ha ar linenn-kein vije troc'het neuhen ha vije gwraet kostïennou

– Ha toud vije debet ba ur lon ar mo(d)-se pe vije chetet traou ?

Vije ket chetet sort e-be(d) !

– Sort e-bed ?

Kannet vije ar bouellou, gwraet vije anduilhenn ha saossisson ha… Ha silzig kwa ! Pep-heñi a ree 'vel nije c'hoant 'è, me(d) vij(e) ket chetet sort e-be(d) !

– Ha vije, vije ket laket ba'r jiminal just a-walc'h ?

Eo ! An anduilhenn

– Ya !


Ya

– Da vogediñ ?


Ya

– Ha oa mad ?

Beñ ya ! Me meus bet gwraet i(v)e kwa ! Pugur me meus bet lahet un', pugur vije sa(v)et ti ma dud i(v)e kwa ! Me meus bet gwraet anduilhenn i(v)e, re mod-kozh !

– Ya


Troc'het ga, bof… Pet(r)a larin-me… Brem(añ) vé gwraet ga'r vel(in)-bate kwa heñ !

– Ur vel(in)-bate ?!

Oh ya ! Hezh é, oa… Drôe ket, ga'n dorn é kwa !

– Ah ! N'é ket an dra-he oa gwraet 'e ar valéres-kig ?

Eo !

– Eo ?


Oh eo ! An dra-he, sur a-walc'h heñ ! Me(d) neuhe, neuhe oa ket re-elektrik, vije trôet ga…

– Ga'n dorn kwa

Un hanter-devezh dreilhañ ha kignañ oa d'o(be)r

– Hag a vije bet sterd ?

Ah non !

– Oa ket sterd ?

Ar velin-bate oa bi[hen], ha oagn ket bras ! Gis-se vij(e) ket gwraet re heñ !

– Ha pe-sort mod oa ? Koat a oa pe… ?

Houarn !

– Hou(a)rn ?

Ya

– Ah ya

N'ounn ket pe-lec'h (e)ma ma heñi… Heñi ma dud ! N'é keme(d)… Me(d) ni mamp un' i(v)e

– Me(d) an anduilhenn, pe-sort mod vije debet ? War ar bar(a) pe… ?

Ah ! Pep-heñi 'vel nije c'hoant d'ober

– Ya, me(d) pe-sort mod a reent, just a-walc'h, gwech-all ?

Beñ gis… Euh pfou ! Ga'r patates sur !

– Ah ! Ga'r patates 'e kwa ?

Ya

– Un tamm 'vel ar c'hig-sall ?

Ya, pugur vije ket lakeet da boahad kwa ! Ba'r soubenn, na sort e-be(d) ! Pugur an dra-he vije re greñw

– Oa ket mad 'vid ar soubenn kwa !

Nann, ar soubenn vij(e) ket mad

– Ha soubenn, soubenn-rouset 'e wechou ?

Ya, gwraet ga cholotes pe ognen

– Kaou(d) a res an dra-he mad ?

Ya

– O(be)r a res papred ?

Oh ! Oh ! Rañw ket kin ma-hun, me(d) gwraet meus 'pad pell hañ !

– Ah ya ha pe-sort mod vije prepar(e)t ar soubenn-rouset ar mo(d)-se ?

Beñ poahet an ognen hag ar jolotes ba an amann !

– Laket da suilhal kwa

Oa ket gleet daoñ duiañ heñ !

– Suilhal kwa ! Suilhet

Zo suilhet, ya

– Ya

Pé vije ar frikoiou vije gwraet soubenn-ognon, goud(e) ar frikou

– Soubenn-rouset kwa ?

Ya

– Ya

Ga kalz ognen ! An dra-he meus bet gwraet 'è kalz

– Me(d) toud an dud heñ ! A zebe an dra-he

Ya ! Tou'n dud gav mad ar soubenn-rouset

– Ya, ya-ya hag a gav mad ! Ya

Ya

– Meus ket klêt heñi e-bed deusoute hag a na laret din-me na ga(v)e ket mad !

Nann, tou'n dud a zebe ! Oh ! Dond a ree an dud a ree tro-kêr hag ar re-dostañ teue da zibiñ ma soubenn-rous(et) heñ ! Ha vije dreilhet bara, neuhe vije trempet soubenn, ya

– Ba'r soubenn-rouset kwa ! Un tamm 'vel ar boued-kafe kwa !

Ya, memes-mod é !

– Ar boued-kafe a ga(v)es mad 'e ?

Ah ! Ga(v)on ket !

– Ah ! Ahaha !

Ga(v)on ket mad, ar boued-kafe ga, ga bara

– Ga(v)es ket mad kwa

Nann

– Be zo lod…

Pep-heñi na e, na e gout heñ !

– Ah beñ ya-ya-ya ! Pep-heñi d'i vod

Ya !

– Kalz a zebe an dra-he da, 'vid an dijuni

Ya

– Ha…

Da ver(e)nn

– Ya, da ver(e)nn ya, memes-mod ya ha vije laket ba'r ludi, ma klêt

Ya

– Ur volennad ba, ba'r ludi

Ya

– Da zelc'h an traou tomm kwa !

Beñ ya ! Oh ! Vije, oa ket sort e-bed mod-all ha goude-se oa deut ar fournoiou 'vel vé…

– Me(d) da zigentañ oa ket kwa ?

Nann

22/11/2017

Devejou oa da gaoud dour

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant mamp gwraet assames ga Jean Lecoulant ba-ti A. ba Kareis. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



– Me(d) mod-all, 'vi(d) dond en-dro ba buhe ar mevel, just a-walc'h, pugur mamp kaojêt deus an dra-he damai : Pe-sort labouriou oa mod-all ? Pugur damai pa lar(e)t demp la 'h ees ba'r prad, dïerc'hen ar mo(d)-se, an dra-he oa deuh ar mintin pe… ?

Oh ya…

– Memes deu[s]…

Me(d) pé 'h eeh ba'r prad dïerc'hen deus ar mintin, pé 'h eeh ba'n dour pis(e) anoued, me(d) an dra-s(e) 'h ee kuit ba dow-tri mun(u)t heñ !

– Ah ya ?!

Oh ya !

– Pa ket anoued kin kwa !

Nann ! Ha ma lakèh un tamm torchou vres(k) ba ho… Ha me oa mevel ba, ba ur plass ha' oa ur bern prajou ! Ha ma vis(e) lak(et) ar loned barzh-enne, nïegn bet, nïegn bet fontet toud barzh-enne, ya ! Set' vise troc'h(et) ar yeot barzh beb mitin, me(d) an dra-s(e) oa sterd da…

– Ha ga pet(r)a vije troc'het ar yeot ? Ga pe-sort oustilh ?

Ga'r va(l)c'h

– Ga, ah ! Ga'r va(l)c'h, ya

– Ah ya

Ga'r va(l)c'h, ya

– Ha oa ket re br(o)en ba'r voenn ?

Brên ?

– Ya

Ah ! Pass pé vïegn troc'h(et) a-bred ar mo(d)-s(e) heñ ! Ma vis(e) troc'h(et) 'vel yeot ha, neu'n vïe ket brên barzh-enne. Yeo ! Ba fin 'n hañw wechou tàè tammou brên barzh-enne, ya

– Ah ya

Ma vis(e) ur bla(v)ezh-sec'hour, wechou vise moien da lak(ad) ar saout barzh-enne hag ar reñ-s(e) beurè toud ar reñ-s(e)

– Me(d) ha ar prajou ar mo(d)-s(e) vis(e) dourennet ?

Ah ya, dourennet vïent, ya

– Ah ya

– Pe-sort-mod vije gwraet 'vid dourenniñ (a)nê

Beñ, o(be)r, o(be)r gwajou dê

– Gwajou ?

Ya

– Ha oa ket un oustilh blam da, da greus(añ) an traou ?

Ah yeo ! Ur machin ma 'vel, 'vel ur va(l)c'h ahe ha lakeèh un troad barzh ha skoièh war'naoñ ar mo(d)-s(e), deus an dow du ha pé pis(e) gwraet an dra-s(e) a riñsèh (a)nèi neu'n

– Ha oa don walc'h ar wazh pe…

Pass re don

– Nann ?

An dra-s(e) zepand deus an douar, deus ar prajou pet(r)a !

– Me ma, me ma klêt, matresse oa ar mo(d)-se oa, me(d) meus ket joñj kin, na laret din-me oa, a ree gwachou-don deus an dra-he, hag a lare din-me oa ur wazh vras ba'r c'hreis kwa !

Ya

– Hag a vije gwraet gwachou bihen

Ah ya ! Ya-ya-ya !

– An dra-he oa ?

Ah ya ! Ba serten tachennou vise daw kass dour ! Ha war-lerc'h vis(e) e(rr)o an dour ba o, vis(e) gwraet gwajou bihen neu'n da lakad dour partoud pet(r)a !

– Partoud kwa !

Pugur ar yeot tàè ga'n dour !

– Beñ ya, ya-ya ! Me(d) amañ, matresse oa memes-mod 'e, me(d) alïes a-walc'h vije ur veunteun ba, ba ar prad

A-wechou vis(e) ur veuteun ba'r prad, me(d) ma, ma vïe ket ur veuteun, vise digass(et) dour !

– Ya hag ar mo(d)-se vije gwraet gwajou just a-walc'h kwa ?

Ya

– Ah ya

– Ha oa ket chikan 'tre ar feurmachou blam da gaoud dour ar mo(d)-s(e) ?

Ah yeo !!!

– Ha prossesou ?

Ah yeo… Oh yeo… Devejou oa dé gaoud dour

– Ya

Devejou oa… Hag a lod nis(e) un de : D'ar lun, d'ar meurzh ha d'ar merc'her ! Boñ… D'ar merc'her d'aba(r)d'hê neu'n 'h ee ar, ar patroñ da zihelliñ 'n dour da zond war i dachenn daoñ

– Ah ya

Oa-hei bras ha… Ya, me(d) ha lod, lod dennègn ket 'n dour pé vis(e) gleet dê o(be)r ! Ha ma 'h ee ar patroñ-ell dé wel :

« Eh ya ! C'hwi peus les(ket) an dour ba'r prad ah(e) ! Se zo kaos c'hwi peus yeot ! Me(d) me meus ket kalz ba ma hañi ! »

– Ha lod teue deus an noñs 'e, ma klêt

Oh ya !!

– Ya, ahaha !

Oh !!! Ya !! Oh ya ! Oh ya ! Gwech-ell oa tud ha' oa tud ha' oa avined ba…

– Avïant ?

– A-vi(he)n ?

Avined !

– Ah ya

– 'Vid lar(e)d petra é an dra-he

Kaoud viss pet(r)a !

– Ah ya !

– Ah ya… Ha pe-sort mod vise lak(et) an dour d'ond ba ur wazh pe ba ur wazh-ell ? Ga un tamm, ga un nour ?

Oh nann, c'hwi st[ouv], c'hwi stouvè (a)nê ga… Oh c'hwi, oh c'hwi, c'hwi lakè un, un, un dra m(e)nneket barzh ha' lakè riñsadur-gwazh deus lec'h-ell barzh hag an dour 'h ee…

– N'é ket un men vije laket ba, blam da stank(añ) an dour ?

Oh… Ur min, ur min, ya ma pé c'hoant

– Ur men-glas pe…

Ya, ya-ya, oh ! Ha an dour oa moien da, dé zihelliñ 'naoñ deus ur mod pe deus un'-ell heñ ! Pugur ma vis(e) un tamm diskenn gantoñ pet(r)a !

21/11/2017

Bremañ 'ma Victor war douarou Gouezeg

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti Y. deus Pleiben. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya, fest ba Gouezeg, ba Gouezeg. Ya, war Gouezeg é lakeet Victor bremañ ! Me(d) ahe zo tri hent a zigoues : Hent Gouezeg, hent Pleiben hag hent Lennon, neuhe ar pont ah(e) kwa ! An (dr)a-h(e) ya ! Ha Victor, ha Victor oho ! Me môa skrivet un dra war Victor, môa lar(et) é un dinosaure ya ! Beñ pé vé gwel(et), ehe ! Ur mell-pezh tra ! Ar vag divêt zo bet war ar stêr vras 'e, ya-ya. Hag a un noñsvezh glaw hag avel, 'vel a lar ar ganowenn, an dour v(o)a bras. Ehe ! Mestr ar vag neuhe v(o)a ket bet gouest da, da gass 'nèi war-eñwn hag a 'sarr tond a-maes deus sklus Rosvegen a v(o)a-hi dre-eñwn ba'r pont Ty-Men kwa !

Hag ahe voa, oh paotr-powr ! Ha aet toud d'an traoñ, pugur voa am(añ) dalc'h(et) pemp mil lur men-glas ba'r, barzh sete voagn bet, sete… Ha bet 'pad un neubeud devechou voa ket voien kin da, d'o(be)r sirkulassïon war ar, ar stêr, pugur an (dr)a-h(e) voa ba, dans le chenal 'vel lar-hign kwa ! Hag goude neuhe voa bet houm(añ) d(i)harpet deus 'zu-s(e), deg pe ugent lon-keseg, ur wech voa neuhe… Da, da gentañ toud voa bet daw tennañ toud ar men-glas a voa 'barzh ! Ha lak anê war ar c'hê ! Hag goude-se neuhe, 'vel é bet, ur wech voa disammet ar lon(e)d, v(o)a daw tennañ 'nèoñ deus p(e)-lec'h é-oñ bet memes-tra ! Hag m'ba'i, oyow ! 'Zhpenn, d(i)harpet ped ? Bet meus bet klêt 'zhpenn deg lon-keseg voa 'vi(d) chéñchañ 'nèoñ d'ahane ha laka(d) 'nèoñ un tu-all neuhe ! Neuhe voa ket d(eu)s an tu-all, war, dindan ur ferm deus Gouezeg, « Tromer Vras » vise gwraet deusouti, ya. Ya-ya… An dra-he voa digoueet d'ar bloa(v)ezh mil-naw-c'hant dow-ha-tregont kwa !

Me(d) oy ! Me meus, pugur é-hei chomet da vrein(iñ) ahe 'pad, 'pad, beñ beked… Brem(añ) a ra pevarzeg vla so é-oñ deut a-maes, me(d) me assur doc'h an heñi v(o)a bet 'lak(ad) an (dr)a-he en e fenn da, da chéñchañ heñzh a-maes ! Ba'r stad (e)mede ! N'é ket toud dour, me(d), me(d)… Hag ar pri hag a… Ha toud kwa heñ ! Me meus choñj, me voa bugel-tre, pugur on bet ahe, me yee da besketour heñ ! Me meus bet gwel(e)t heñzh ha… 'Pad ma buhe kwa ! Ya hag me lar :

« Oy ! Chom a ra da vreiniñ kwa ! Ah ya, me(d) beñ hanter-brein oa-yoñw ! Ha eint deu(t) a-benn deus, da jéñchañ 'nèoñ deus, deus, deus ar lagenn kwa ! Eh ya ! »

Brem(añ) (e)ma-heñw war douarou… Brem(añ), me(d) n'eus ket dour dindan, me(d) (e)ma-heñw war douarou Gouezeg ah(e) ha zo lakeet un tammig bihen war-uhel 'ha ! An aer da lar(e)d d'an dud :

« Sè ! Gwel(et) a reh (a)ha(n)on heñ ! Me, me é, eh ! Me é mestr brem(añ) heñ ! »

Me(d) ya ! Ah ya !

18/11/2017

Un essem, an teus hag an Ankou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




Cheñch tu d'i davañjer

Ya ! Vije lar(e)t 'è, houzoh walc'h, ya… Ah ya ! Gwich-all ha lod, pa 'n-om ga(v)e tud

Ya, cheñchet

… Pa vije lous o zavañjer, a lake 'naoñ war an tu-gin blam daoñ da ve net ! Ahaha !

Ah ! Ahahaha !

Ah ya ! Mojou na an dud gwich-all !

Oh !

– Ya

Ha lod-all, pa welent tud 'tond, a dape ur skuberr'nn !

A dape ur skuberr'nn !

– Ah ya

Da skub(añ) an ti !

– Oh, me(d) kalz tud ra ar mo(d)-se c'hoazh !

Eh ! Da lar(e)d :

« Oh !!! Te zo e(rr)o ! Me oa 'hond da gomañs 'h o(be)r ma menaj ! »


'H o(be)r ma menaj, ya… Ahaha !

Na ket bet amzer… Eh !

Nann

– Oh me(d)…

Ha dizhtu a'h ee-kuit vije chetet ar…

Ar skuberr'nn

… Ar skuberr'nn

Vij(e) ket skubet goude…

– Me(d) me ma klêt un dra hag vé, ha oa, ha' ma ka(v)et braw, me(d) vé ket lar(e)t an dra-he amañ 'vid un dèn ha', ha' teu ket alïes, teu ket da wel(ed) 'han(ou)t alïes

Ya

– Ha : « Oh ! Vé ket skubet alïes war i lerc'h »

Ah ya ! Daon ya-ya !

Ah ya-ya ! An dra-he vé lar(e)t !

– Ah ya ?

Ah ya-ya !

Vé ket okasïon da skub(añ) alïes…

… Skub(añ) an ti war da lerc'h

War da lerc'h

Pugur teus ket alïes !

Nann !

Nann

– Ah ! An dra-h(e) vé lar(e)t ?

Ya

Ya, beñ ya !

Ah ya !

Ha petram un' hag a'h a fachet 'e kuit a lare :

« Beñ skubi ket da di war ma lerc'h 'metkin ! »

Nann ! Ahaha !

– Ohoho !

Ya 'ha ahaha ! Oh ya…

– Ah(e) oa lar(e)t plén kwa !

Ya !

Ah ya !

Ya-ya !

Ahe neus ket kemeret sir…

Nann, manigou nann !

Heñ ?

Nann

… Sirkoñstañsou hañ !

Ah nann-nann ! Pa blije ket ar jeu daoñ a'h ee-roud ha :

« Skubi ket da di war, war ma lerc'h 'metkin ! »

Nann

Nann

An dra-he oa ket sin gwal vat heñ ?

Nann, oa ket sin vad an dra-he, nann

Aha !

– Me(d) vij(e) ket lar(e)t sort e-bed 'vid ar skub ar mo(d)-se serten noñsvechou ? Pass skub an ti ?

Ah ! Deuh an abard'hê ? Pass skub an ti maes

– 'Vid an eneou, ar re, ar re zo marw

Ya-ya-ya ! Nann, euh… Gwich-all vij(e) lar(e)t p(a) vije un dèn maro war ar vazh-kañw : Pass skubañ da gass n'ouzon… Neuhe vijes à klask kass 'naoñ kuit kwa ! Abretoc'h 'vi(d) oa sañset, me oar pet(r)a… Gwich-all vije kaojou kozh ar mo(d)-se kwa !

Oh ya 'hat…

– Ah ya, pe lesk an nor damzigor un tamm

Ya ! Ya-ya !

– Ha lar(e)t vije an dra-he 'e ?

Ya-ya ! Blam da gass c'hwezh ar marw kuit kwa !

– Me(d) lod lar pass 'h o(be)r tan serten noñsvechou 'e

Oh ! An dra-h(e) meus ket bet klêt 'ha !

Oh nann ! An dra-h(e) meus ket bet klêt, me(d) un noñr vije leusket digor pa 'h ee ar c'horv kuit d'ablam da c'hwezh ar maro d'ond-kuit da… Kuit d'ar maro da zond dizhtu kwa ! Ouais

– Me(d) mod-all meus klêt un dra bennaket n'eus ket pell-zo, ma, ma ket klêt gwech e-bed a-raog : A vije lar(e)t lar an heñi divé deus ar bla hag a oa marw a oa an Ankou hag an heñi kentañ deus ar bla hag a oa marw oa komiss an Ankou

Ah bon !

An dra-h(e) meus k[et]… An dra-he…

Nann

– Nann ?

Nann, oh ! Bet meus bet klêt kaos an Ankou 'ha !

Ya

Me(d) oh ya !

– Ha pet(r)a vije lar(e)t amañ deus an Ankou just a-walc'h ?

Pa yud ar c'hi deus an noñs !

Ah ya !

Hag a hemañ zo 'helven an Ankou da zond da gerc'hed un dèn kwa !

– Ah ya ?

Ya ! An dra-h(e) vije lar(e)t

– Ar c'hi an-heñi a…

Ya !

An dra-h(e) vij(e) ket sin vad, vije klêt ar chach à yudal

Nann, nann ! Ha ma gan ar c'hog deuh an abard'hê, pa vé 'hond war i glud

– Ya

Eh beñ zo sin (e)ma à helven an Ankou da zond 'è ! Vije lar(e)t, me(d) ar c'hog deus ar mintin neus droed da gan(añ), me(d) pass deus an abard'hê 'hond war i glud ! Nann

N'eus keme(d) 'h o(be)r ur gwï daoñ war i hoûg !

Just a-walc'h ! N'é ket, me(d) ar re-gozh, gwich-all, lare :

« Oh ! Sell (e)ma ar c'hog 'kan(añ) 'hond war i glud ! Oh ! N'é ket sin vad a'ha ! » Vije lar(e)t

Oh ! Me(d) pet(r)a ? Sur a-walc'h an dra-he n'é keme(d) kosh-kaojou !

Daon ! Gwich-all vije kaojou mo(d)-se, houzoh walc'h ! Beñ ya, beñ ya…

– Hag a-wechou zigouee

Daon ! Wichou zigouee !

Ah ya ! Ma é, ma é bet digoueet, houzoh walc'h

Ma é, ma é bet digoueet just !

Ya

'Vel ar Louedic kozh du-mañ barzh kêr… Hag i wreg oa ket klañw !

Nann

Na mann, pugur oa 'kan(añ) 'n-ur beilh(añ) hi vatates da greiste hag hi gwas a lare :

« Ma ! » A lare, « amañ neus gwraet, 'vi(d) noñs » lar, « an horolaj ur son drol ! » Na lar(e)t-hañw mo(d)-se, « ma ! Ma'hat so e(rr)o, vo e(rr)i an Ankou da gerc'hed un' bennaket » lar

Ma ! 'Benn 'n abard'hê oa marw i wreg, koueet mo(d)-se

Hohoho ! Oh !

Hag e-se !

Oh !?

Ga le cœur ! Koueet marw, mik !

Ah Chewsus a'ha !

Ya ! Hag na lar(e)t se ha, ha n'eus ket pell-zo 'boea… Oh ! Pet(r)a zo ? O hond da veañ tregont la so pe mo(d)-se ha lare :

« Ma ! 'Vi(d)-noñs » lar, « me oa divunet » lar « ga'n horolaj a neus gwraet un drous drol ah(e) ! Ha pad ar veilh a na gwraet an horolaj memes trous ! »

Ya

Pad ar veilh

– Pad ar veilh ?

Ya, beilh i wreg kwa ! Maro war, war hi gwel(e) ene hag e-se…

An dra-he oa, vije lar(e)t un essem

Just a-walc'h ! Un essem, vije lar(e)t

– Un essem ?

Ya

Un essem, ya

– Pet(r)a é ?

Beñ un essem…

Un…

Un truc…

Attends !

… Qui fait dire que, que la mort arrive quoi !

Un essem, une prédi[ction]


Ha gwich-all vije lar(e)t :

« Daon ! »

P(a) vije gwel(et) un dra m(e)nnaket :

« Oh ! Ah(e) zo un essem » Houzoh walc'h

Ya

Ya, vije lar(e)t

– Lennet ma ar gomz, me(d) ma ket klêt c'hoazh

Ah !!

Ah !

Nann-nann, un essem vije lar(e)t deus an dra-he

Ya-ya

Me(d) gwich-all lod a'h ee da spont(añ) ar re-all mo(d)-se, lak un niñsel war o venn

Ya

« Oh ! Me meus gwel(et) un essem ! »

Ya

« Me n'in ket dre ahe kin ! »

Nann

Hag a vije un dèn 'h o(be)r owen dê, houzoh walc'h, ya

– Pugur oa ar « fantôme » ?

Ben ça voulait dire fantôme en français, sans doute, oui

– Hañ !

Oui, mais dam ! Autrefois y avait pas de, de jeux ni des trucs ou y en a qui s'amusaient à faire ça quoi !

– Me(d) 'vid ar, 'vid « les fantômes » ma klêt un dra, me(d) ba Berrien a oa : N'es ket tost d'ar puñs, ah(e) zo un teus !


Ah ya ! Un teus vije lar(e)t 'è

Ah ya ?!

Ah ya-ya-ya ! Un teus vije lar(e)t 'è, da 'h ampech ar vugale d'ond tost d'ar puñs

– Ya

Ha vije lar(e)t :

« N'es ket ahe ! Ahe zo un teus ! » Vije lar(e)t dê

– Ya, ba Berrien vije lar(e)t 'e

Me(d) pet(r)a oa an teus neuhe ?

Beñ un dra m(e)nnaket d'o(be)r owen, houzoh walc'h !

– Beñ me, me joñje din-me oa « un fantôme » just a-walc'h

Ben peut-être, peut-être ya

– Ah ya ?

Matresse

Ouais-ouais

– Hag an teus hag an essem, n'é ket memes-mod ?

Geo ! Memes-hi(ni) é, pugur gwich-all, pa vije an dud ba'h an dennadeg-patates pe un dra m(e)nnaket, un' bennaket nije c'hoant d'o(be)r ur betiss mo(d)-se ha' 'h ee war ar harzh hag a lake un dra m(e)nnaket pe un tapiss a-dreu[s], 'dreus hag an dud dije owen ha' 'h ee-kuit 'kreis tenn ar patates gwich-all

Ah ya ?!

Ah ya !

« Oh ! Ahe zo un essem, n'an ket kin ! Oh ! E(rr)i é da gerc'h(ed), an Ankou da gerc'h(ed) un' bennaket (a)ha(no)mp ! » Vije lar(e)t

Me(d) daon ! Ha vije un' bennaket à c'hoarïelled ! Houzoh walc'h

Eh ! Vij(e) ket sterd…

– C'hoarïelled

Vije ket sterd spont(añ) an dud am(añ) memes-tra…

Nann ! Me(d) daon ! Gwich-all oa ket disk(et) an dud, houzoh walc'h

Nann…

Oa e(rr)i… Vije ket sterd spont(añ) an dud ar mo(d)-se hañ !

Nann

– Nann-nann

Beñ nann

– Oh ! Spont(añ) an dud é aes a-walc'h 'h o(be)r papred heñ !

Ahahaha !

Ya, papred é aes a-walc'h 'h o(be)r, me(d) gwich-all oa ket disk(et) an dud, sell…

Oh ya !


Nagn ket bet gwel(e)t traou mo(d)-se na machin…

Eh ! Spont…

– Beñ nann, me(d) bremañ vent, vent spontet di-rag an tele ha neuhe…

Ya !

– … Vé stertoc'h be spontet ga un tamm tapiss ar mo(d)-se kwa ! Ahaha !

Ya ahaha !

Ya, oh ya…

– Ya, me(d) oa… An dud oagn ket choñj gwel an dra-he 'e kwa !

Nann !

Beñ nann-nann-nann !

Ah nann !

Nann

Pa ves ket choñjal, houzoh walc'h


Beñ ya : Hé owen, houzoh walc'h

15/11/2017

Pêo ri 'ha'on diwar ar chouch !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.




– Ma mamm na kaojeet deus un' din-me, na klêt kaos deus un' ba Skrigneg ha' oa ar varc'hadoures-dilhad…

Ya

Ah ya !

– … Gwech-all

Hoñzh t…

Ma(r)i-Louis Bizou(a)rn !

Hoñzh teue deuh ar Guilly

Deuh ar Guilly !

– Penn-e-geñkis, penn-e-geñkis

Ah ! Penn-e-geñkis, heñ teue deus Berrien !

– Ya ?

Ah ya ?

Ya

Me(d)…

Heñ oa…

Heñzh a oa ur marc'hadour-ispissiri !

Ispissiri

– Ispissiri oa ?

Ya

Ya !

– Ah…

Ya

Ha Ma(r)i-Louis Bizou(a)rn oa…

Houzh teue in bissiklèt da werzhañ traou

Ya, da werzhañ dilhad ha chome da lojañ barzh ti an dud mo(d)-se


Ya

Hag an de war-lerc'h vintin a'h ee adarre d'o(be)r tro ar c'hêriou da 'h essañ gwerzh(añ) hi zraou kwa !

Ya !

– Me(d) blam bet(r)a vije gwraet « penn-e-geñkis » deusouti ?

Penn-e-geñkis ?

– Ya

Daon ! Me n'ounn ket ! Blam bet(r)a na heñw ? Ur leshano oa 'è, pugur heñ oa Guyomard hi hano

Ya !

– Ah !

Ha vije gwraet « penn-e-geñkis »…

N'onn ket pe-rag vije gwraet penn-e-geñkis hañ !

Daon ! Me n'ounn ket !

– Pet(r)a é « geñkis » ?

N'onn ket !

Je sais pas, il avait une grosse tête ha vije gwraet : E(rr)i é penn-e-geñkis !

Ya

Ha goûd a ouïe vije gwraet an dra-he deusountoñ, me(d) daon ! Je sais pas, ur leshano oa daoñ hañ !

Hañ, me(d) vij(e) ket gwraet (ne)me(d) an dra-he deusountoñ !

Ah nann-nann-nann-nann !

– Ur plac'h oa pe ur paotr ?

Ur paotr !

Paotr !

– Ah ! Ur paotr a oa

Ya-ya-ya !

'Lec'h houmañ oa ur plac'h vije in bissiklèt

Ya !

Hag un devezh oa 'n-om ga(v)et 'ti ur yontr du-m(añ) ha heñ oa intañw, houzoh walc'h

Ya

Ba, barzh Kervegun

Kev(eg)un, ya

Hag a lare daoñ :

« Me zo à werzhañ orilherou ha-traou »

« Ah ! » Na lar(e)t ma yontr daoñ, « me 'ha ! Breno diganes, med red (v)o demp essêiñ 'nê a-raog ! »

Ahaha ! Ah ya 'ha !

« 'Benn a brenin 'nê é red demp essêiñ 'nê da wel ahann eint soub(l) ! » A lar-hañw

Ya, oh ya ! Oh ! Vrañsou Vur a vanke k(et) i deod daoñ 'è !

Oh fi nann !

Ah nann-nann-nann !

Hag ur, ur wich-all ha' na gwraet ur glwed da mamm-gàer Jañ Jaffrenou

Hañhañ !

Hoñzh oa sévère 'ta !

Oh ya ! Hoñzh oa sévère an traou ganti 'è

Na gwraet ur glwed daoñ, hete na, hi na goull(et) digantoñ :

« Bon ! »

« Pegement bremañ ? »

« Pegement bremañ a hleon dit ? »

« Oh ! Pu(d)ur é te é » lar, « ah beñ a bêi 'naoñ diwar ar chouch » a lar daoñ* [dèi]

Ah ya !

« Ah amañ ! Vrañsou Vur, chouchenni ket 'ha ! » Lar

Aha ! Oh nann ! Oh ! Houzh a oa sévère an traou ganti 'è

Pe pêo diwar ar chouch

Ya

Goûd a houz(e)s pet(r)a é pêo diwar…

– Nann

Payer en nature !


Ahaha !

– Ah !!!

Ouais !

Ouais !

– Diwar ar chouch ?!


Pet(r)a… Ya

« Pi(d)ur te é » lar, « bêi 'ha(n)on diwar ar chouch ! »

« Hag amañ chouchenni ket 'ha ! » Na lar(e)t daoñ

Elle avait pris ça en, en…

Oui ! Hopala ! Celle-là, elle aimait pas

– Ha chouchenniñ, chouchenniñ c'est…

Chouchenni ket 'ha !

– C'est celle qui fait ça quoi

Ouais-ouais

Ouais


Ah amañ nann !

« Chouchenni ket amañ 'ha ! » Na lar(e)t daoñ

Nañ-nañ-nañ-nann !

– Diwar ar chouch…

Oho ! Ya

Oh ! Un dra ha' vije lar(e)t kalz heñ !


Oh an dra-he, an dra-he oa…

Ah ya-ya-ya-ya !

Ha papred a vé lar(e)t ?!

Oh ! Papred a vé lar(e)t, ya

Heñ ?

Daon ya ! « Ha amañ a bêi 'ha(n)on diwar ar chouch »

« Oh ! Pêo a ri diwar ar chouch ! »

– Ha kalz a vije pêet ar mo(d)-se diwar ar chouch ?

Oh ! Vije ket !

Oh oui, mais c'était la rigolade quoi ! Ça…

Eh-eh-eh !

Ouais

Vije ket…

– Matresse lod a ree ?

Ah lod a ree !

Ah bah, ah daon 'ha !

Oui, ça c'est sûr ! Ya, ouais-ouais

Eh ! An dra-he é ur mod… An dra-he é goude

Mais quand t'avais pas envie qu'on, qu'on te paye, tu disais ça : Oh ! Pêo ri 'ha(n)on diwar ar chouch !

Oui !

Ouais !


– Ya, 'vi(d) farsal un tamm

Ya !

Ya, voilà !

'Vi(d) farsal !

Ya ! Ya

11/11/2017

Ar plac'h pounner

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm riboustadenn bet añrejistret ga Benjamin Bouard (Radio Kerne) ba-ti Y. deus Peiben. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

An abadenn da jilow 'n hi fezh ahe



– Choñj peus deus an dra-he pa voah yowank ? C'hwi zo ganet ba Pleiben ?

Ya

– Ya, an dud yee kalz d'an ilij ?

Ah ya ! Ah ya ! Me da gentañ memes ! Ya-ya ! Ya-ya-ya ! Ah ya ! Gast ya ! Ya, an ilisou, an ilij voa leun ha goulskoude é ur mell-pezh batimant, neuhe hei v(o)a e(rr)i leun, ya-ya… Oh ya ! Atô

– Ha pet(r)a vise lar(e)t deus ar re yee[nt] ket d'an overenn ?

Hof ! Meus ket bet taole(t)-gont… Oh ! Ar re-h(e) voa laret michañs, me(d) :

« Oh ! Ar re-m(añ) zo re-ru ! » Michañ(s)

– Ah ya

Traou mo(d)-se kwa ! Vije lar(e)t, ya-ya-ya… Oy ! Ehe, me zo 'hond da lar(ed) un dra doc'h n'é ket gwal sirivus matresse, me(d) ur wech, pugur v(o)a ilis Pleiben, v(o)a ur plac'h, boñ… Ur sakre plac'h deus ur ferm bras ha-toud ! Hag a vije atô divêt ba'n ofer(e)nn kwa ! Oh fei ! Divêt… Pass un hanter-(eu)r, me(d) pemp munut pe un dra bennag ! 'Benn-neuhe a voa echüet an trous ha toud an dud v(o)a aseet d'ar mar(e)-se. Hag a hi teue d'ar mar(e)-se neuhe hag a yee ba'r penn-all-tre da-beked ar c'heur kwa ! Kasimant kwa ! Da… Pegur an dud nôa, dreist-oll ar pennou-bras, nôa un takad da vond kwa ! Pep-hin(i) név e gador hag a traou mo(d)-se. Ur plac'h pounner un tammig bihen voa-hi kwa heñ ! Hag a goûd a ouzet ar re vé pounner mo(d)-se, pé vé brochou gate, neuhe pé, pé yant ga'n hent, eh beñ (a)n (dr)a-h(e) ra 'vel, un tammig bihen (e)vel ma vefe an a(v)el ga'r machin ! Sete 'n (dr)a-h(e) ree mont-ha-dond ha vïe gwel(et) e vrochou (o) hond deus un eil tu d'egile kwa ! Mo(d)-se…

Hag un devezh ba du-mañ ma ur yontr, ur yontr ah ! Ur yontr a v(o)a-heñw, un tammig bihen bambocher justamant, 'vel lar(e)t-c'hwi 'e, ehe… Doue d'e bardono ! 'Tre an tad hag a, hag heñw a vé diskussïon alïes ha deut kaos deus ar plac'h-se kwa heñ ! Hei atô divêt hag ar gi(s)-m(añ) hag ar mod-mañ… Hag a-benn ar fin, an tad lar dèoñ :

« Ret peuc'h din ga hoñzh 'benn ar fin ! Hoñzh, ma vefe plantet ur valaenn-beus dèi 'n i rèr vehe badeet toud parres Pleiben 'n un taol ! Benni(g)et toud parres Pleiben 'n un taol ! »

Ah gast ahaha ! Oy ! Oyow ! Hañ ! Me(d) me v(o)a bugel-tre, me(d) gast ! Me lar :

« Pet(r)a oh ! Oho ! Daw vo din gwel(ed) piw é hoñzh pet(r)a ! »

Ha goud(e) môa, goude môa gwel(et) 'nèi ma-hun kwa ! Añfin, (a)n dra-h(e) zo… Me(d) un dra gwir kwa !

10/11/2017

Deut ur groc'henenn war-horr' an dour

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h.


– Ha da noñs vïe, vïe ket losket ar vugale da vond da, da haloupad ?

Pass keme(nt)-s(e) heñ ! Me(d) lod, lod 'h eent ket, lod nïe añwn 'ta ! Deus 'n nos kwa ! Sete lod 'h eent ket 'è heñ ! Ha neuhe trôet oa an dud 'e d'o(be)r viss deu(h) 'n eil d'egile kwa ! D'o(be)r añwn dê na goud(e) nïent ket añwn, wechou lod vïe… Hete kalz nïe, nïe añwn 'è, pugur vïe gwraet, an dud oa droug an eil deuh egile heñ ! Ya, 'h o(be)r viss fall kwa !

– Pet(r)a vïe gwraet neuhe ?

Oh ! Bep-sort heñ ! Bep-sort wechou heñ ! D'o(be)r añwn d'an dud kwa ! Me(d) me meus joñj ur wech memes oa bet, am(añ) oa ur person 'Brennilis 'e, oh ! Mond a ree da verc'het(a) ka(s)i-sur ! Ha oa gwraet toud dans des veillées me oar pet(r)a… Ha un' oa bet 'lak(ad) un orjelenn dèoñ ba, treus ar, ar winojenn, aha ! Ha lak(ad) ur bern kaoc'h-saout deuh a-raog ba, ba'n tu…

– Ur bern ?

Ur bern kaoc'h-saout !

– Ah ya-ya-ya

Kaoc'h-saout 'e, ahe oa, pé oa aet, oh ! Aet ga, ga'r winojenn : Plouf ! Ahaha !

– Halalalala !!! Koueet 'barzh ?

Ya ! Me(d)… Oh goude oa aet, me meus joñj, pé oa digoueet ba(r)zh kêr goude oa toud ar merc'hed 'essêiñ kempenn 'nèoñ un tamm bihen kwa !

– Hañ !

Ya

– An otrou-person !?

Ma ! Mond a ree d'ar verc'heta heñ ! Oh ya ! Bern ma ouïent un tu b(e)nnaket ma vïe un' bennaket ha' 'h ee d'ar verc'heta

– Piw noa gwraet an dro ?

Oh ! Aneo ree 'nèoñ heñ ! Me(d) oh… 'N heñi, 'n heñi oa bet 'h o(be)r 'è ! Ouais, 'benn-neuhe …

– Vo ket laret !

Nann, nôa ket lâret lar ouïe e-bed, nann-nann ! Ahaha ! Ya !

– Hag an dud gonte koñchennou d'ar vugale (e)vi(d) …

Ya, kalz vïe gwraet 'è, deus 'n nos sur ! Alïes, an dra-he ree añwn d'an dud heñ !

– Ah ya…

Me(d) ha koulskoud(e) traou oagn ket gwir heñ ! Ha lod lar lar nôa gwel(et) bep-sort traou da, yao ma'hat-sur pwah ya… Nôa gwel(et) nentra (e-)bed heñ !

– Ha lakomp, pet(r)a vïe koñtet ?

Ya, oh bep-sort 'è ! Oh ! Me oh ! Me n'ounn ket pe-sort, 'vi(d) lar(ed) dit, pe-sort, pe-sort traou, traou joment ket o saw kwa ! Hag, ganin oa digoueet an de-all 'e, dessad(or)n, ouais dessad(or)n deus an nos, oa teir eur deuh ar mintin oa, 'feñ d'ar sul-vintin kajimant kwa ! Oa teir eur deuh ar mint(i)n : Distaget ar, ur meurb deuh ar voger ! Koueet war an douar hag heñ na gleet 'h o(be)r un drous, toud ar vaisselle torr(e)t 'barzh kwa ! Ha ezhpenn oa ar vugal(e) nôa, nôa… Bolotennou oa ha pé goueent war an douar, ar re-h(e) ra, ra sklêrijenn, peus ket bet gwel(et) deuh ar re-he gwech e-be(d) ?

– Meus ket, nann

Amañ zo deusoute tiens ! Ha ar re-he, 'n-ur goueo, nôa gwraet ur bern sklêrijenn :

« Oh ga(st) ! Ah ! Am(añ), am(añ) é digoueet ur revenant bennaket ! Deus, deus da wel sè ! »

[…]

A-wechou zigouev 'ta, zigouev kon(e)rïou mo(d)-se heñ ! Me(d) an heñi, an heñi nefe (???) añwn ahe deus, deus 'n nos 'e nefe, nefe kalz, kalz nec'h kajimant heñ ! 'Vid, (e)vid… Pugur lod 'nê nïe, nïe añwn hardi heñ !

– Ya

Deus, deus an nos kwa !

– Pe-naos vé laret « un revenant » e brezhoneg ?

An teus ! « An teus » vïe lar(e)t !

[…]

– Ah ya, pugur v(o)a ga'r pri amañ ba-kost(e) al lenn, vé gwelet gaz…

Ah ya-ya ! Ya-ya ! Des feux follets quoi ! Pe-seurt hano vé gwraet deusoute dija ? Meus ket joñj kén. Me meus bet klevet mamm-gozh lared koulskoude. Un andread, meus joñj, oa, oa ba'r yun 'e ha ar vamm-gozh neus klevet lared vïe bet gwraet ar Youdig deusountoñ, an dra-h(e) so kaos zo, zo…

– Ah ya, « Auberge du Youdig » ahe …

Me(d) euh… Be zo dre ahe 'e, da, da ma joñj 'e, zo kalz, zo dour ba-dindan ha zo nentra (ne)me(d) ar groc'hen(e)nn war-horr(e) kwa ! Ha yeot ha pé valees war'nê weles toud-toud, toud o voujañ ba, ba-dindan kwa !

– Ya…

Me(d) ma rafes un toull 'barzh (e)mout añfoñset 'barzh kwa ! Ouais, me(d) wechou oa don heñ ! Me meus bet, me meus bet gwel(et) wechou vïe plantet troad ar vorc'h 'barzh ha vïe don-mat heñ ! Me(d) an dra-he, meus joñj, ka(s)i-sur oa argileux ba'r foñs, sete an dour n'ee ket kuit kwa ! An dra-he oa, deut oa ur groc'hen(e)nn war-horr(e) ha hete vïe daw diwall da doull(ed) ar groc'hen(e)nn kwa !

– Petramant ar roc'h ba-dindan ?

Oh kentoc'h, oh ! An dra-he, an dra-h(e) oa, vïe bras-mat 'è !

– Ya

Ya, oh kentoc'h deus argile ! An dra-he dreuse ket kwa ! Jome an dour… Me(d) dre, dre hiramzer ar yeot a teu da, da hoñlo war ar poull kwa ! Bet meus bet gwel(et) 'è, bet meus bet gwel(et) 'è deuhoute ! Ya, an dra-he vïe gwraet « Ar Youdig » deus an dra-he blamour oa, oa gwag kwa ! Pugur ar « youd », « youd » é, youd-kerc'h sè é…

– Ah ya !

É… Ouais

– Ah !!!

« Youdig », un tamm bihen, deus, deus an dra-he teu kwa !

– « Petite bouillie » kwa !

Ya, voilà, ya ! Pu(g)ur me meus bet gwel(e)t 'e ma mamm-gozh 'h ober heñ ! Pé vïe mal(e)t ar c'herc'h ha vïe, vïe silet goude

– Ya

Vïe passeet ba un tam(ou)es ha vïe poahet goude, d'o(be)r youd kwa !

– Hag an dra-he vïe mad ?

Ya, mad vije 'è

– Ah ya ?

Ah ya ga(st) ! Ur blas un tamm bihen spessial un tamm, me(d) me ga(v)e mad 'nèoñ 'è ! Ya-ya ! Me(d) brem(añ) vé ka(v)et 'e ba'r c'homers, me(d) n'é ket héñvel heñ ! N'é ket, n'é ket…

– Nann-nann

N'é ket, n'é ket memes, n'é ket memes-tra

– Nann, bremañ vé prodüet ba usinou bennag…

Ya-ya, ya-ya ! 'Benn-neuhe vïe gwraet fabrication artisanale deusountoñ kwa ! Ouais-ouais, ba'r gêr kwa ! Ouais paotr !

– Bon, desket meus traou !

Ya ahaha ! Ya, ya, ouais

– Ah ya, un dra-all : Ar pri zo « la boue » hag a…

Ya

– Hag an « argile » vé ket lar(e)t ar pri ? Memes-mod ?

Yeo ! Pri-melen, pri-melen kwa !

– « Pri-melen » ?

« Pri-melen » ya ! Ya

– N'é ket memes liw !

Nañ-nann, n'é ket memes liw é ! Nañ-nañ-nann, nañ-nann ! Egile zo pri-melen 'ha !

04/11/2017

Beb-sort tud so

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet pe'r mis so ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha me oa deut assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É. 
J.



Ah !!!

– Hag a veve ga ur plac'h a-raog

Ah !!! Ya !

– Hag a neus choaset ur paotr war-lerc'h

Hañ ya !

Ah ya !! Ya ha, ha ma lar(e)t dèi : Kajimant-sur, houzh na ouïe ket lar oa dow sort tud !

Ahaha !

Eh !

– Ah dra-he oa

Pudur houzh…

Ah ya !!!

An dra-he 'n-hi(ni) oa ! Heñ ?

Ah ya-ya-ya, ka(s)i-sur !

Kajimant-sur ouïe ket, laron dèi

Lar oa dow sort tud

Lar oa dow sort tud war an douar !

Nann !

Pudur da zigentañ oa ga ur plac'h, houzoh walc'h

Ya-ya

Ha bremañ, laron dèi, 'benn-neuhe neus ka(v)et ur gwas ha…

Ur gwas

Voilà !

Ha neus bet ur bugel brem(añ) deusountoñ

Ha bet… Just a-walc'h ! Sete oan 'lar(e)d dèi : Kajimant-sur na ouïe ket a-raog… Ahaha !

Ahaha ! Me(d) daon ! Gwich-all an dra-he a vije gwraet, me(d) oa ket, vije ket di…

Hola nann !

Vij(e) ket lar(e)t deus an traou mo(d)-se

Vij(e) ket dis, vij(e) ket disklêriet

– Vij(e) ket gouïet

Hañ ! Vij(e) ket gouïet ! Ah nann !

Vij(e) ket disklêriet traou mo(d)-se !

Ah nann-nann-nann ! Ah nann !

Nann

Ah nann !

– Bremañ é ar c'hontrel é

Me(d) daon 'ha !

Ah bremañ ya ! Ya-ya-ya !

Pet(r)a ri… Ar mo(d)-se (e)ma kont !

Daon ya !

Hag an dud n'eint ket toud meh-mod, so dishéñvel ha pep-hi(ni) a…

Beñ ya

– Deus e vod

Deuh i vod ha…

Daon just a-walc'h ! Memes hañ ! An hi(ni) vije ket mad, be a vich(e), houzoh walc'h, vije lar(e)t « oh ! Houzh so pil-paotr ! »

Ya

Ha vije na paotr na plac'h, houzoh walc'h

Nann

Nann, beñ an dra-he vije lar(e)t ! A vije lar(e)t :

« Daon ! Soueet on hou(zh) gav gwas (e-)bed… »


Nann

« Daon nann ! Me(d) houzh so pil-paotr ! » Vije lar(e)t

Ya

Ah ya…

Pet(r)a ri ahe…

Beñ ya !

– Me(d) n'é ket « jilgog » a vé lar(e)t 'vid ur paotr ?

Ur jilgog ?

Jilgog… An dra-h(e) meus bet klêet 'è, ur jilgog

Ya !

Ya-ya-ya !

Ur jilgog

Ya-ya !

Eh ! Memes un treus-kog ! Ahaha !

– Ah ya ! N'é ket memes heñi

N'é ket memes… Un treus-kog é an hi(ni) a'h ee d'o(be)r ar golo-pod !

Ya just a-walc'h, ya

Heñ ?

Hum… Ar golo-pod a'h ee ga ur plac'h ha' oa ket ar bugel deusountoñ

Ya !

Ya

Hag a'h ee gati memes-tra

Ya

Pudur a blije ar plac'h daoñ

Ya, voilà !

– An heñi a zoug an tok


Ya !

Ya ! Ha just a-walc'h ya ! Ha wichou-all vije lar(e)t :

« Daon ! Heñ neus kac'het ba i dok ahe ! »


Ahaha !

– Ya, just a-walc'h… Ahaha ! Ya, pugur oa aet-kuit kwa ! N'é ket an dra-he oa ?

Ahaha !

Ya pa 'h ee… Ma'hat pa 'h ee-kuit, ma'hat sinifi an dra-he, n'ounn ket…

– Oa ket 'vid 'n-om okupe deus e…

Nann, nann-nann !

Beñ ya !

Beñ nann…

Pet(r)a larchen…

– Beñ be zo un' hag a, hag a gac'h ba'n tok hag an heñi-all hag a zougo 'naoñ kwa !

Ya ! Aha !

Just a-walc'h, ya

– Memes heñi matresse…

Daon matresse ya !

Holalala !

– Un dra m(e)nnag jom war e lerc'h

Ya 'ha !


Ahaha !

Ya-ya !


– Me(d) ahe « treus-kog » n'é ket un' hag a blij dèoñ o(be)r an traou ba'n ti ? O(be)r boued ?

Ah ! An dra-he zo…

An nann !

… Ur jilgog

Hezh…

– Ur jilgog ?

Ya !

Ya hag ur goges !


– Ah memes-tra

– Ur goges, ya


Ha met(r)amant ur goges

Ur goges

– Ya

– Ur goges ?


Ur goges, ya

Ur goges

– Ya, sete…


Me anve paotred ar mo(d)-se 'ha ! Ha' zo ur goges ha…

Ah ya-ya-ya-ya…


'Ma o vri ba, ba…

Ba kement…

… Lem n'eint ket sañset da veañ !

Ya

– Ba kement soubenn zo toud

Barzh kement…

Kement soubenn zo toud, ya

… Soubenn zo toud

– Ah ! Me(d) wechou n'é ket fall ar geusteur(e)nn gate i(v)e


Ah !

Ahaha !

– Traou jeñch

Holalala !

Ya-ya-ya !

Ah ya

– Pet(r)a pa lar(e)t ur wech : « Oh ! Heñw a faot daoñ gwel pe-sort mod (e)ma ar yir da zoiñ » pe…

Ah ya ! Ya-ya !

Daon ya !

Ya-ya, daon !

Ya

Hezh, ur goges é hezh !

Ya-ya-ya !

Hezh a'h a da zestum an uiou ha…

Ya ha teus, eh !

Daon ya…


Pé vé gwel(et) ar baotred 'h o(be)r se…

'H o(be)r se ya, ya-ya !

Eh !

Me(d) daon ! Lod deuh ar merc'hed n'houllont o(be)r mann e-bed 'è, houzoh walc'h

Beñ ya… Me(d) matrehe é… Eh, pa welont pa, ma negn ur gwas ar mo(d)-se !

Beñ ya…

Heñ ?

Beñ ya neuhen

Ya, me anve 'ha ! Ahaha !

Oh ya ! Ya, be zo, be zo ! 'Vel lær(e)s

– Me(d) lod ha' vé desket dê o(be)r 'è

Ah ya meh-mod ya ! Lod vé disket dê, ya. Ha bremañ n'é ket meh-mod tre : Bremañ (e)ma ar plac'h 'labour(a)d, sell ar gwas, a-wichou, vé ba'r yêr !

Ya

Sell ar gwas a ra ar menaj hag a…

Bremañ zo, brem(añ) é cheñch(et) an traou !

– Ya, me(d) n'é ket…

N'é ket 'vel, n'é ket…

Ar gwas ra ar menaj hag a ra ar boued kwa !

Ya

– Brem(añ) an difer's so, bremañ den na oar 'h o(be)r sort e-bed kin

– Ahahah !


Nann-nann

– Ar baotred koulz 'vel ar merc'hed kwa !


Ah ya…

Just !

– Piw oar preparañ boued pe…

Daon 'ha ! Ya-ya

– Me(d)…


– Memes ar merc'hed bremañ


– … N'é ket daw, n'eus keme(d) mond d'ar supermarché ha lakad ba'r vorn

Alala !!!

– Ha prenañ loustoni


Ya-ya-ya ! Beñ ya !

Oh biskoazh !!!

Ah ya ! An traou zo cheñchet

Oh biskoazh !

Ah ! N'é ket meh-mod !


Biskoazh, biskoazh…

Me(d) gwich-all ar baotred, oagn ket sañset da veañ ba'h an ti 'labour(a)d !

Ah !

Nann

Na lakegn ket o vri ba'h ar gujun ! Nann

Nann-nann ha 'lec'h bremañ (e)magn 'h o(be)r 'hat ! Kaji partoud a'ha, houzoh walc'h

– Me(d) lar(e)t a vé 'vid 'n heñi a zo 'labour(a)d barzh ur gujun : Ur c'heginer ?

Ya, ur c'heginer vé lar(e)t deuh ur gwas, ya


– Ah ya ?

Ah ya ?!

Ah ya ! « Hezh so keginer » ! Ya

Pet(r)a sinifi an dra-he ?

Daon ! Hezh, hezh so 'h o(be)r boued kwa !

– Kujuner kwa !


Ya… Kusunier ya

Ah bon…

Vije, eo ! Keginer, ya-ya-ya !

Ah ya ?

Ya-ya

– Hag ur geginér(e)s 'e ?

Ur geginér(e)s vé lar(e)t deuh ur plac'h 'è, ya

Ah !

– Ah ya ? Ha pa vé kalz ?

Bremañ zo kiginerésed

Ha, ha pet(r)a 'h out 'ta te ? Ba'r yêr ?

Keginer ?

– Ah ba'r yêr ?

Kegin(er), keginer ?

– Ah ! Deber !

Deber ! Ah ya-ya !!!


Ahahaha !

Ya, aha ya, ah ya ! Ha 'lec'h ni a lar « dibiñ » ! Ha te a lar « debiñ »

– Deb

Ya, deber ya

Dibiñ

Dibiñ, ni a lar « dibiñ » ya

Ya

« Me a zeb » kwa ! Vé lar(e)t

Ya

Ya

– Ah ya, « me zeb » vé lar(e)t

Ya-ya-ya !

– Me(d) « dibiñ » vé lar(e)t kwa ?

Ya-ya-ya !

Ya !

– Me(d) an « deber-e-draou » vé lar(e)t 'e, meus klêt 'han't lar(e)d an dra-he

Pet(r)a ?!

– Deberien-o-zraou !

Ah daon ya !

Ah ya !

– Ah !

Ah ! Gwech-all ya, 'n hi(ni), an hi(ni) a fouete i arc'hant toud, lar(e)t :

« Heñ é debet toud i draou ! »


Ya-ya-ya ! Debet…

Ya

– « Deberien-o-zraou » na lar(e)t !


Ah ya !

Ya, just a-walc'h !


Deberien-o-zraou

Ya-ya ! Gwir é

– Ha « deber » vé lar(e)t neuhe

Ya, ya-ya-ya !


Oh !

Ya-ya-ya !

– Ha « deberien-o-zraou » : Ar re zo, 'vel vé lar(e)t e galleg « les paniers percés » kwa ?


Daon ya 'ha !

Non, celui qui fait faillite ! C'est ça

Mais qui, qui mange tout quoi !

Ouais ! Qui fait faillite quoi !

– C'est pas quelqu'un qui dépense trop ou… ?

Non-non-non ! Celui qui fait faillite
 : Heñ neus debet toud i draou !

Ya

– Debet e voutik kwa !

Ya

Ya ! Gwich-all a vije c'hoarïet kartou 'tre ar baotred ha vije lak(et) ar c'hirri bras ha toud…

Eh… Daon ya 'ha !

War, en jeu kwa ! Hag a…

Ya, me lar dit heñ !

Ha lod na debet toud o zraou mo(d)-se

Ya

Wichou-all vije lak(et) ar loned ha da, blamed da honeg ha' ga(v)e dê kwa ! Me(d) 'benn ar fin vij(e) debet tou'n traou kwa !

– Ah ya-yaya…

Ya !

Oh ! Biskoazh kemend-all !

Ar mo(d)-se vije gwraet gwich-all, ya

– Ha 'vid an afer, just a-walc'h, a'h a da, a'h a da vall ar mo(d)-se, pet(r)a vé lar(e)t amañ ?

An afer 'h a da vall ?

– N'eus ket arc'hant kin hag a vé cherr(e)t an afer

Oh ! É…

Daon a'ha ! Heñ neus debet i draou kwa !

Daon ! Revinet é kwa !

Ya ! Revinet é, ya

– Me(d) « debet e voutik » vé ket lar(e)t ?


« Deb(et) i voutik » eo-eo ! Lar(e)t vé se 'è

– Pe…

Deberien-o-zraou !

Just a-walc'h

– Pe me ma klêt 'e « debet an tontoñ ga'r c'hazh »

Ah ! An dra-he meus ket bet klêet !

Ah nann, nann, meus ket 'è, nann

Nann

– Pe « gwraet neus chilboud » pe « chiboud »

Ah ! « Chiboud », ya-nann… Meus ket 'è, nann


– Pe « an dra-he zo 'hond d'o(be)r chiboud »

Ya-ya, « mond da zib i draou (e)mañ »

– Ha koueet deus lost ar c'harr da-heul


Ah ya !

Aha ya 'ha !

– Koueet deus lost… Me(d) pet(r)a sinifi « koueet deus lost ar c'harr » dec'h ?

Euh ! Un dèn hag a n'é ket plom-plom, vé lar(e)t : « Ah ! Hezh so un' koueet deuh lost ar c'harr »

Un dèn…

Il manque un p'tit peu quoi !

… Ha'…

– Yann-Seiteg

– Hag a vank ur hreunenn daoñ kwa !


Ya !

Ya


Ah… Daon nann 'ha ! N'é ket plom 'ha daon !

Daon !

Ma é koueet…

Daon nann… Ahaha !

Ma é koueet deuh lost ar c'harr…

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog