Klask komjennou ba'r blog

26/09/2017

Ar wrac'h-kozh, ar loñch ha pesked-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h


– Ha c'hwi zo bet 'pesketa !

Ah ya-ya ! Oh ya ! Oh ya ga(st) ! Yao-yao ! Neuhe oa pesked forz pegemen(t) 'è !

– Ya ?

Oh ! Leun toud ! Oh ya !

– Ba p(e)-lec'h ? Ba, ba, ba'l lenn ?

Memes ba toud ar gwachou vij(e) 'è ! Ba'r prajou partoud, ya… Oh ya ! Neuhe oa pesked forz pegemen(t) 'è ! Ya-ya

– Pe-seurt pesked vïe, vïe… ?

La truite ! Wechou vïe tapet loñched da c'hoa(r)i kwa ! Pé vêmp c'hoa(r)i euh… Pesked bihen é ar loñched

– Pet(r)a é ?

Loñched, « loñched » vé gwraet deusoute.

– Pet(r)a é ?

Le vairon quoi ! Hag wechou, pé vïemp c'hoa(r)i, wechou vïe bet, pé vïe ar vamm 'welc'h an dilhad ba'r rinier vïe tapet ar, ar « wrac'h-kozh » vé gwraet deusoute, me(d) n'ounn ket, e galleg n'ounn ket pe-naos, pess(e) ano é… Ha c'hoazh neus ur penn un tamm bihen (e)vel, (e)vel la lotte 'ha ! Me(d) kalz bihannoc'h

– Ah !

Poisson, poisson-chat ? Nann, nann, n'é ket an dra-he é ?

– Ah n'ouzon ket…

N'ounn ket, me n'ounn ket pezh, pess(e) ano heñ !

– Amañ vïe tapet an dra-he ?

Ya, ya ! Ba… Memes 'e, alïes vïe ur, ur men ba-lec'h, ur pont vïe gwraet deus an dra-he da welc'hed an dilhad ha 'h eent ba-dindan ha… Ar re-he, ar re-he 'h eent ket founnus ba'n dour heñ ! Ha goude vïent, ar sord vïe 'e barzh, ba'n dour, ar sord é, é…

– La salamandre ?

Ya, me(d) an heñi du, an heñi du deusoute. Ar salamandre oa ur…

– Melen ha …

Ya, na un ano-all 'e heñ ! Me(d) ar sord 'n-heñi oa, oa rouss !

– « Triton » ? N'é ket ?

Rouss, rouss. « Triton » pe un dra bennaket, n'é ket ? N'é ket ? N'é ket an dra-he é ?

– Ya, « triton », ya !

Oh ya ! An dra-he é, « sord » ya ! Ouais, neuhe oa ur bern-traou ba'r rinier heñ ! Oh, me(d) leun toud, ya !

– Ha « une truite » ? Pe-seurt mod vé lar(e)t e brezhoneg ? « Glujed » vé ket laret an dra-he ? « Glused » ?

Hm, nann

– Nann ?

Pesse mod vé lar(e)t deusoute deja ? Meus ket joñj kén 'è ! Me(d) nign a ree kalz braconnage !

– Ah ya

Ha ma dad na bet desket din, joñj, joñj meus ket re bell deus en-dro d'ar rinier, 'het(e) vïe laket ur ligne de fond ha deuh ar mintin 'h ees, d'eizh eur vis(e) gwraet ha goude 'h ees d'ar gêr kwa ! Ya, me(d) dre-harz be tapet oan bet ur wech, goude oa bet, on bet aretet d'o(be)r !

– Pet(r)a oa laret doc'h ?

Me(d) un' ha nôa laret din lar, lar :

« Diwall ! Un' bennaket zo surveillant »

Hete oa lar(e)t din da zihan d'o(be)r an dra-he !

– Ah ya

Ya, kar ur wech vé tapet an dud goude heñ ! Vé, oa… Me(d) lod oa komañset ga'r pesked mo(d)-se : 'Serr 'h o(be)r braconnage neuhe 'h ee an oto-karr da Vrest, diw pe deir 'h ee 'bïou da Brennilis ha da… Kajimant bemde ! Hag ar chauffeur ree un tamm, un tamm bénéfice, vïe rôet ar pesked dèoñ, heñw werzhe 'nê ba Brest ba les grands restaurants heñ ! Pé vïe pesked braw 'e ! Me(d) 'benn 'r fin oa deut da veañ re-re, re a dud d'ober ! Pugur neuhe, neuhe oa, oa ket normal kin kwa ! 'Benn-neuhe, an dra-he neuhe oa komañs(et) da surveilhiñ ! A-raog vïe ket gwraet heñ ! 'Vid-afer da besked dit da-hun, an dra-he oa nentra heñ ! Me(d) pé oa komañs(et) d'o(be)r komers gante, goude oa echu kwa !

– Me(d) ar jañdarmed teue da surveilhiñ ?

Ur garde-pêche oa !

– Ah ya ?

Ur garde-pêche, ya, vïe laket 'e, ur garde-pêche oa 'è ! Ya, un' deus Uhelgoat oa 'è ! Meus ket joñj pesse hano oa, euh… Un' deus Uhelgoa(t) oa (e)vel, ober gardien goude

– Ah ya

Ya, pugur komañs(e)t oa kalz re da werzhañ 'nê goude kwa ! Me(d) neuhe oa leun partoud heñ ! Me meus bet, me meus bet gwel(et) wechou lar 'benn vïemp 'h o(be)r gwachou, neuhe vïe renket ar gwachou ba, ba'r prajou ha neuhe da gass an dour, vïe ka(v)et pesked barzh. Ya, ar re-he teue da zoiñ ar vïou ba'r gwachou ba'r prajou kwa ! Re-vraw memes vïe, meus joñj 'è, meus bet, meump bet tapet 'è ! Lak(et) da zorn ha vïe chetet war ar prad kwa ! Pugur oas, oas ket 'vid krogo barzh, pugur ar re-he…

– Ah ya…

Ar re-he riñskl kwa ! Ha vïe laket da zorn ha vïe chetet war ar prad !

– Setu, loñched : « Des vairons » ?

Ya, ya, ya

– Hag ar wrac'h-kozh ?

Poisson-chat, n'é ket an dra-he vé gwraet deusoute, nann ?

– Ah n'ouzon ket

N'ounn ket pess(e) ano é. Neuhe nis(e), nis(e) moustachou heñ neuhe ! Oa, vé ket gwel(et) kén 'è deusoute 'è. Oagn ket bras 'è ! Bras a-peu-prè mo(d)-se kwa ! Ar re-he nôa ur pezh, ur pezh penn heñ ! Ouais, lar ar vamm vïe 'lar(e)d :

« Hem(añ), hem(añ) lammo ganes ! » Vïe 'lar(e)d

Me(d) n'é ket bet 'lammo ganin gwech e-bed ! Heñ ?

– Pe-seurt pesked-all vïe, vïe kavet ?

Mod-all oa, am(añ) oa ket keme(nt)-se mod-all 'è !

– Nann ?

Nann, oa keme(d), oa kemed, nañ-nann ! Nann. Mod-all me vïe daw mond da, d'ar c'hanal matress(e), vïe des brochets, med amañ oa ket 'è, amañ oa ket, am(añ) oa ket… Ha mod-all 'e, ur lon bihen oa c'hoazh, me(d) vé ket gwel(et) kén heñ ! Brem(añ) meus ket joñj pess(e) ano oa, (e)vel ur vuzhugenn kajimant ha' dape tammou-koat en-dro dèoñ neuhe, (e)vel bicher en-dro dèoñ ha meus ket joñj pess(e) ano vé gwraet deusoutoñ, me(d) vé ket gwel(et) kén heñ ! Nann, me(d) (a)bow(e) pell-zo neus ket bet, é bet disparisset 'è ! Un ano, ha vïe tapet heñzh d'ond, d'ond da besketa !

– Ah ya ?

Ouais vïe laket heñzh ba'r c'hrog, da dap pesked 'e !

– Un amprevan ?

Ha oa formidable d'o(be)r an dra-he ! Meus ket joñj pess(e) ano oa heñ !

– Ur seurt amprevan petram(ant) un « insecte » pe…

N'é ket, ur… 'Vel un, 'vel un tamm buzhugenn vihen ahe oa 'è !

– Ah ya

Kajimant reud un tamm bihen é ! Gwel a rañw a-peu-prè pesse sistem oa, me(d) pell-zo pell-zo meus ket bet gwel(et) an dra-h(e). Me(d) memes ar grilhed vïe tapet da, da dap pesked 'e, grilhed vïe, vïe 'kanañ. Ha dec'h, pe an de a-raog, oa ba'r jerdin ha vïent klevet kan(añ) ha meus ket bet klevet 'nê n'ounn ket, euzhpenn ugent vla 'so matrehe !

– Ah, grilhed ! Ah ya-ya !

Grilhed, ya ! Ha' zo ba'r jerdin ah(e) !

– Ah ya

An de, an de-all ma ka(v)et un' ba'r loch ah(e). Ar re-he vé, vé lak(et) ar grilhed war, ga, ga la mouche kwa !

– Ah ya !

Ouais, da dap pesked, me(d) formidable oa 'è ! Me(d) bremañ zo toud traou gwraet, gwraet 'n-añves toud kwa ! Ga…

– Ah ya

Ga pleuñ pe ga, ga traou-all kwa ! Neuhe oa daw dit da, da 'n-im zibrouilh kwa !

– Beñ ya !

Ya-ya ! Ahaha !

– Ha, amañ vé ket lar(e)t « grilhed-dour » ? « Des écrevisses » ?

Euh nann… Oh ! Gav ket din oa am(añ) 'è, gav ket din 'è

– Nann ?

Matresse oa, me(d) boñ, nann. Meus ket bet gwel(et), nann

– Me(d) an dra-he zo deut d'ar vro neve 'so heñ !

Me gav din, ya heñ ! Me(d) bet meus bet klevet lar(e)d a oa des moules d'eau douce, me(d) me meus ket bet gwel(e)t 'è, me meus ket bet ka(v)et 'e. Me meus bet klevet lod lar(ed) an dra-he, me(d) pff…

– Amañ vïe ket drebet boued-mour ?

Nann

– Nann

Nann, nann, nann. Hañ ! Me(d) am(añ) (e)ma pell-pell deuh ar mor heñ ! Memes-tra heñ ! Me oa, ken, ken oa ar promenade scolaire ma ket bet gwel(et) ar mor 'è !

– Ah nann ?

Oh nann ! Oa, oh ! 'Tro, matresse, seizh-eizh vla kwa !

21/09/2017

Ar jistr so mad, med ar gwin é an tad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, Tanguy Solliec oa 'ssames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Daon ! Hemañ zo blaset drol 'ha !

Ah ?!

Oh ! Hemañ zo ur bann'h staot-kazh 'ha, Jeanine ! Ahaha !

Ya, n'é ket douss a'ha !

Ah nann ha…

Nann

Heñ ?

Nann !

– Me(d), Jeanine, vé ket lar(e)t amañ, just a-walc'h, pa vé gwraet ar mo(d)-se ? 'Vid taveo un tamm, vé ket lar(e)t « blasseta » ?

Euh nann : « Blasañ 'naoñ »

– Blasañ 'naoñ ?

Ya

– Ah ya ?

« Tañva 'naoñ » vé lar(e)t 'è, « tañveet meus 'naoñ », « tañva » vé lar(e)t kwa !

« Blas anaoñ 'ta ! Da wel pe-naos (e)ma kont gantoñ ! »

Ya

– Blasañ kwa

Blasañ, ya

Nann, me lar « tañva », ya

Oh ! Hemañ n'é ket blaset gwal vad 'ha !

Nann, n'é ket blaset gwal vat ar jistr ! Nann

Heñ ?! N'on ket 'vi(d) lar(e)d a'hat !

Nann

N'é ket mad da sklapañ ga rewr ur c'hi, 'vel vij(e) laret… Ahaha !

Ahaha ! Nann, n'é ket koulz jistr 'vel vent 'tond deuh ar varrikenn 'ha !

Nann !!!

Nann

Nann, n'ounn ket, me(d) beañ zo gwelloc'h… Eh ! Gwelloc'h é 'ta 'hat ! « Séhédic » a'ha !

– Ya

Ya-ya-ya !

« Séhédic » zo gwelloc'h 'vi(d) hemañ !

Ya-ya-ya ! Ya, neus 'è hag e-se !

Heuñ ! Ma !

Ah ya…

Red demp o(be)r gantoñ mod eh é

Mod emañ

– Pezh a ga(v)on drol ahe é lar é « rosé »

Ya, soueet on

Ben oui hag a n'é ket, ba'r wer(e)nn n'é ket rosé 'ha ! Ar liw deuh ar jistr neus

Se zo kaos a laron war, war ar paper vé…

… Vé braw merkañ ar pezh a vé c'hoant !

… É merket ar pezh vé c'hoant !

Ya

– Ya, me(d) drol é an dra-he, pugur chistr, jistr « rosé » meus gwel(e)t dija !

Daon ! Ma ket bet gwel(e)t c'hoazh

Eo-eo ! Ah eo ! Ha me…

Ah ya ?

– Ya

Barzh ti ma merc'h, an di-all, mamp evet chistr rosé

– Ha oa « rosé »

Hag é mad !

– Ya

Ya ha heñ oa rosé !

– Hag é mad, ya

Ah ya ! Mad é !

Ah ! Weles ket…

– Ya

Ya-ya !

– 'Kichenn hemañ n'é ket, n'é ket « rosé »

Nann, hem(añ) n'é ket rosé

Nann

Nann

– Yeo ! Me(d) drol é an dra-he, me(d) ba, ba'r supermarché vé ka(v)et, just a-walc'h 'e, « cidre rosé », me(d) ba boutailhachou bihen

Ah boñ ?

Ah ya ! Just a-walc'h

– Ya

Ya-ya

– Pass ba re-vras kwa !

Eo-eo ! Ba re-vras oa, deus…

– Ah ! Meus ket ka(v)et ba re-vras

Eo ! Deus Kêreis so deut ganti

Ah ya ?

Ya

– Ya, me(d) Kareis zo re bell…

Ya, ya… Ah ya-ya ! Hag é, hag é mad a'ha ! Pugur mamp evet 'naoñ comme apéro kwa !

Ah boñ !

Hag é mad-hardi, ya ! Ya-ya !

Ar jistr so mad, me(d) ar gwin é an tad ! Ahaha !

Ya ! Ah ya ! Houzh vij(e) lar(e)t 'è

– An dra-he vé lar(e)t partoud…

« Ev jistr 'ta, Low ! Ar jistr so mad ! » Vé lar(e)t 'è

Ya

– Ah beñ just a-walc'h, un dra hag a vé lar(e)t partoud, partoud !

Pet(r)a ?

Ar jistr…

– Ar pezh peus lar(e)t ahe

Ya

Ah ya ?

– Ah ya ! Ar jistr zo mad, me(d) ar gwin é an tad

Ya

Ya-ya !

– Tou'n dud lar an dra-he

Ya-ya

– Partoud ba'r vro

Ya-ya ! Ah ya ! An dra-he vé lar(e)t kaji partoud, ya

– Me(d) ba'r vro, ba…

Ya-ya !

Ya ba…

– Ba toud ar Bretagn kwa !

Just a-walc'h, ya

– Ha goulskoude vije ket evet kalz chistr, euh… Kalz, kalz gwin

Kalz a win !

Ah nann !

Gwich-all, opala !

Nann-nann !

– An (dr)a-h(e) so kaos matrehe vïe lar(e)t an dra-he

– Beñ ya, sur ! Ya


Ya, ya-ya-ya ! Ha lem ma vije gwin gwich-all oa tud penvi'g !

– Ya

Ya

Ah ya ! Ba lec'h-all vich(e) keme(d) jistr hañ !

Hañ ya !

Ah ya !

Me lar dit 'n hi(ni) vije rôet ur bann'h-gwin daoñ, heñ oa deut mad !

Ah ! Ya ! Ah ya-ya-ya ! Daon ! Ur wich oa 'n-om ga(v)et dow fakteur barzh Pen-ar-Hars hag ene oa ur plac'h kozh hag a na c'hoant da reiñ ur bann'h dê 'è, pugur oagn digoueet o-dow (a)ssames hag a oagn, Jañ-Louï oa o hano, o-dow ! Hag a un' deuh ar fakteur na lar(e)t :

« Hañ ! Am(añ) é red beañ Jañ-Louï 'benn ivañ hem(añ) ! » A lar

Ahahaha ! Ya

Pugur oa put !

– Ya

Ya !

Ya ha heñ oa divouchon pell-zo hag na c'hoant da, da riñs hi boutailh ene

Ya-ya-ya !

Ya, ya-ya !

Ah ya !

Ah ya 'ha !

Ha oa ofr(et) ur bann'h-all daoñ ha na lar(e)t :

« Oh ! Un diaoul-zirêson é an hi(ni) no c'hoant da gaoud dow ! »

« … Da gaoud dow deus hemañ ! » Ya

« … Dow vann'h deus hemañ »

Ya, ya-ya !

12/09/2017

Tap ur c'hached 'ta da gass ar gridïenn kuit !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, Tanguy Solliec oa 'ssames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Ha ga hemañ 'ha ! N'on ket bet inouet ! Ha pad deg la, houzoh walc'h, m(a) omp bet

Daon ya !

'Vel ma lar(e)t dec'h deja : 'Vale-bro, 'wel tud du-m(añ) ha du-(ho)nt ha…

Beñ ya-ya-ya ! Sell heus ket ka(v)et hir an amzer 'ha !

Ah nann-nann-nann !

Nann-nann

– Me(d) 'benn ar fin, da was a lare daw oa goull, beñ ni zo deut amañ da houll !

Beñ ya ! Ahaha !

Da houll ya, just a-walc'h ya ! Ah ya-ya ahaha ! Ya-ya-ya !

Daon ya ! Me(d) eh ! Me zo… Daon ! Me meus un dra mennañket bemde !

Daon ya 'ha ! 'Vel…

Heñ ?!

'Vel lær(e)s ya

Eo-eo !

Heus ket amzer d'o(be)r da jerdin kin, kajimant

Daon ! Kajimant meus ket amzer d'o(be)r ma jerdin kin ha bremañ…

– Re yin an amzer da hond da labourad maes

Ya-ya-ya-ya !

Wei, oyeyey !

Ya-ya

– D'ond da ziskrapañ

Biskoazh !

Fenoñs é yin dïannañ !

Ya ! Venoñs é yin

Ya

Se zo kaos meus emm mond da 'n-om dommañ maes ! Ahahaha !

Ya, just a-walc'h, ya

Ah ya !

– Ah yeo ! 'Vid an amzer yin, vé ket lar(e)t : « Oh ! Bremañ zo amzer chimudig »

Ah nann…

– Pe « chimurig » ?

Ah nann

Nann 'ha !

« Amzer hudur » vé lar(e)t amañ

Ah ya…

– Hudur ?

Ya

– Ya, me(d) 'vid lar(e)d amzer lous kwa !

Ya

– Ya, me(d) amañ oa amzer yin, riwidig un tamm

Riwidig, ya

Ah ! Riwidig, ya

Just a-walc'h

Ya

– Me(d) « chimudig » vé ket lar(e)t ?

Ah nann

Nann

Nann-nann

– Ha mod-all ahe oamp 'kass koûd, wechou é, pa vé santet un dra m(e)nnag yin mo(d)-se goude n'é ket yin an amzer

« Powrenti meus »

– Powrenti ?

– Powrenti


Ya

Ya

– Ah ya…

– Ha vé, peus ket klevet wechou « kaoud ur gridïenn » ?

Eo !

Ah eo !

Ah eo ! Kridïenn meus

Eo, eo

Pa ves 'hond da 'n-om gaoud rumet pe un dra (m)ennaket

Ya-ya-ya, kridïenn

« Me meus kridïenn fenoñs » kwa !

Ah ouais ! 'Hond da… Un peu la tremblote quoi !

Oui-oui-oui

Heñ ?

Kridïenn, ya

Ya-ya ! An dra-h(e) vé lar(e)t !

Ahe (e)mout 'hond da dap ur rum pe ur, en pas pe an dow sort m(e)nnaket

Pa gomañs ar mo(d)-se kwa !

Ya ! Ya-ya

– Kren(añ) un tamm kwa ?

Ya

Ya

– « Kridïenn meus »

Ya

Ya

« Kridïenn meus » ya

– Ha, me(d) « tapet meus ur gridïenn » pe nompass mo(d)-se ?

Oh !

Nann

Nann

Nann-nann ! « Kridïenn meus » vé lar(e)t amañ

Ya

– Kridïenn, « ur gridïenn a meus » ?

Ya

Ya, vïe ket lar(e)t « meus tapet », me(d)…

Ah nann, me meus choñj pé larent se ba'r yêr :

« Oh ! Kridïenn meus ! »

« Oh ! Kemer ur c'hached neuhe ! »

Vije lar(e)t neuhe da…


Ah ya !

Da gass an dra-he kuit kwa !

Ah !

– Ya-ya-ya

Ya

Ur c'hached… Ahaha !

Ya

Ur c'ha[ched]…

'Vel lare Mariann :

« Daon ! Tap ur c'hached 'ta ! »

Ya ahaha !

« Tap ur c'hached 'ta, Josef ! » A lare

Ya

« Ur c'hached ??! » Lar

« Oui ! Prends, prends une caisse ! » 'N-hi(ni) na lar(e)t daoñ

Ya « prends une caisse » ya

Prends une caisse… Ahaha !

Ya !

« Une caisse ??! » A lare, lare-hañw mo(d)-se

« Daon ya ! Ur c'hached ! »

Mais c'était trop-trop vrai

Mais oui-oui-oui

Heñ ?

Oui-oui, me(d) gwech-all, lec'h lar(e)d, lar(ed) « tap un tamm lousou » vije lar(e)t « tap ur c'hached » kwa !

Ha pugur houzh ouïe, houzh vije 'h essañ kaoseal galleg

– Ur c'hached

Ya !

– Kachedou kwa

Ya !

Ha ouïe ket !

– « Kridïennet » vé ket lar(e)t ?

Nann !

Ah nann

– Nann, « kridïennet on »

Nann

'H an da jerr ar prenest metramant

Met(r)amant teu kridïenn

'N-om ga(v)o kridïenn dec'h !

– Ha mod-all pet(r)a é o(be)r an dra-he, a-wechou pa vé ket gouïet un dra m(e)nnag, e-lec'h respont vé gwraet

Sevel da chouk

– Sevel da chouk ?

Ya ! « Sevel ra i chouk, un dra m(e)nnaket so » vé lar(e)t, sevel ra…


– Chouk, ah ya ?

Ya, chouk, chouk é an dra, é lein… Ouais

Ma'hat peut emm da, da evañ un dra mennañket ! Ankoueet ma reiñ ur bann'h dec'h da evañ !

– Oh…

Eh !

Beñ ya

'N-om gaoud a rey kridïenn dec'h ahe his-se !

Ya aha !

– Ah yeo ! Vé ket gwraet an difer's amañ 'tre « riw meus » ha « anoued meus » ?

Oh ! An dra-he so meh-mod !

Ah ya ! An dra-h(e) vé lar(e)t, oh ! 'Nê o-dow hañ !

– Ah ya ?

An dra-h(e) so meh-mod

Riw meus ha anoued meus, ya-ya !

– Pugur lod a lar « riw meus » 'vid « j'ai froid »

Oui

– Ha « anoued meus » pa vé tapet ur rum

Ya, me(d) an dra-h(e), eo ! Neuh(e) vé lar(e)t 'è « anoued meus »… « Bet meus anoued pa meus tap ur rum »

– Ah ya ?

« Bet meus anoued » ya

Sell ! Ah(e) heus da choaj : Héñzh pe héñzh pe héñzh !

Oh ba-ba-ba !

Voilà !

– Pe an tri 'ssames ba'r memes gwerennad

Ya !

Ya ahaha !

Ha, ha ni 'h a da evañ ur bann'h-chistr raog evañ ur bann'h-kafe !

Ya !

– Opala !

Mad é da gomañs ha goude (v)o gwel(et), eh ! 'Hond da wel 'hann zo voien da, 'hann é mad da evañ !

Ya

Deja !

Mad é ! Mersi !

Oh daon ! N'eus ket, heus ket…

Eo-eo !

Meus ket laket (ne)med…

Eo-eo-eo-eo !

Bleuñ dit !

Eo-eo-eo !

– N'é ket « ur skeudenn ba foñs ar wer(e)nn » pa lar(e)t ur wech ?

Ya, ur skeudenn, ya, pa vé ket, pa vé ket kalz

Eh ! Lak ur bann'h-chistr dèi !

Nann ! Oh tro-walc'h meus Élise ! Tro-walc'h meus, damai ho ur bann'h-kafe ! War-lerc'h

Ya !

Ya !

Daon ! Me zo sotoc'h 'vi(d) ar re an du-vaes !

Ya ahaha !

Eh !

Ha te zo ba'r yêr ! Sell ar mo(d)-se…

Ahahaha ! Boñ ale ! Yec'hed mad demp !

Yec'hed mad demp, ya

– Yec'hed mad demp

Ha chañs demp d'o(be)r ar mo(d)-se 'benn ar bla c'hoazh !

– Ya

05/09/2017

Staget ar pichon bihen ba'n neizh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ha 'benn, 'benn mond d'ar skoul goud(e), meus joñj, vïe pren(et) ur galochou pe un dra mennag ha' zo, ba… Ur boutou kwa ! Ah(e) (e)ma toud ar pêi oa !

– Ah ya

Ahaha ! Ya

– Ha (e)tre ar vugale amañ vïe kim(ed) brezhoneg ?

Oh yao ! Oh yao ga(st) ! Oh yao-yao, oh yao, oh yao ! An dud a gaosee brezhoneg heñ ! Oh ya ! (E)tresse, ya ! Oh ya, war ar maes, oh ya !

– Vïe ket kaojeet galleg, nann ?

Euh, yao-yao ! Pugur ba'r skoul oa ket droad da gaoseal brezhoneg 'è ! Ah nann, oa ket droad d'o(be)r ! Ah nañ-nann oa ket droad da gaoseal brezhoneg ba'r skoul

– Me(d) goud(e) ar skoul ?

Ah ! Goud(e) ar skoul vïe gwraet 'è, me(d) ar re un tamm bihen koshoc'h (e)viton, memes pé 'h ee d'ar c'hatekij vïe, ar c'hatekij vïe brezhoneg kwa ! Me(d) nin oa ket heñ, nann. Me(d) me 'h een ket alïes 'hat d'ar c'hatekij, blije ket an dra-h(e) din mod e-be(d) !

– Ah nann ?

Oh nann ! Oh nann, me 'h ee a-goste un tu mennaket d'ober… 'Lec'h, 'lec'h mond d'ar c'hatekij

– Gredit ket ba'n otrou-Doue ?

Euh nann…

– Nann

Nann !

– Pep-hini zo libr heñ !

Ah ya-ya ! Ah ya-ya ! Ya-ya-ya ! Oh ! Me meus ket kred (e-)bed deuh an dra-h(e) ! 'N ur mod e-bed !

– Ha lakomp, c'hoari kanetenn ahe, p(e)-lec'h vïe c'hoarïet ? Kost(e) ar skoul ? Petramant ba, ba'r c'hourt pe… ?

Ah ! Ba'r c'hourt vïe gwraet 'e heñ ! Ba'r skoul, ya-ya-ya ! Oh ya-ya ! Mod-all vïe, vïe, oh ! War an hent un tu mennag kwa !

– Ah ya

Oh ya !

– Mod-all yee ket ar vugale da… N'ouzon ket, da, da glask nichou ba…

Ah yao ga(st) ! Oh yao ! An dra-he vïe gwraet 'e heñ ! 'Vel vïe rebech(e)t vïe rêget ar bragou 'hond-dond ba'r gwe 'e, da glask un neizh war…

– Ya

Ahaha ! Da gerc'had, da glask vïou !

– Ah ya ?

Oh ya ! Oh, me 'h ee alïes 'lec'h mond, 'lec'h mond d'ar c'hatekij e'h een da glask, klask vïou ba'r parkeier ! Ahaha, ya !

– Ha pe-seurt lapoussed vïe ka(v)et neuhe ?

Kalz mouilc'hi oa heñ ! Mouilc'hi

– Drasked matreh(e) ?

Ya, an dra-he oa 'e ya, drasked ya, ya. Memes vïe debet ar vïou wechou 'è ! Ha memes meus, meus bet tapet pichoned bihen ba'n neizh, 'benn vïe ka(v)et un neizh vïe passeet un orjelenn dre an neizh ha vïe, vïe staget ar pichon bihen ba, ba'n neizh ! Ha heñ teue bras paotr ! Pugur oar 'roiñ boued dèoñ, oa ket (e)vid mond-kuit, pugur oa stag(e)t barzh !

– Oh !

Ya ! Ha 'benn vïe e(rr)o a-peu-prè, vïe gwïet i goûg dèoñ ! Ahaha ! Mo(d)-se vïe gwraet dèoñ !

– Ha gou(de)-se vïe drebet ?

Ya ! Surtoud an dra-he oa ur sakre repas heñ ! Vïe, vïe ket kig bemd(e) heñ !

– Nann !

Ah nann ! Ah nañ-nann ! Alïes, alïes, beñ n'ounn ket ped kwech meus bet gwraet an dra-he : Stagañ 'nèoñ ba'n neizh ! Hete an tad hag ar vamm ràe boued dèoñ memes-tra heñ ! Pugur euh… Me(d) dond, dond a ree, oyow ! Ur sakre machin heñ ! Me(d) wechou vïe làeret dit 'è ma teue un'-all da glas(k) neizhou !

– Hag ar vïou vïe lonk, vïe lonket e-gis-se ? Petramant vïe poahet ?

Poahañ 'nê a vïe gwraet heñ ! Ya. Oh ! Me meus bet gwraet, gober, oa gwraet un toull barzh ha vé debet ar mo(d)-se

– Oh ! Vé ket gwraet traou gis-se kin heñ !

Nann ! Oh nann ! N'a ket an dud da glask neizhou kén 'e, nann. Me(d) an neizh-brini oa kalz 'e, kalz brini a oa gwech-all 'e, brem(añ) ne vé ket gwel(et) kement, kement deuhoute matress(e)

– Nann

Oh ! Neizh-brini ah(e) ! Me(d) ar re-he, ar re-he vïe uhel heñ ! Wechou. An neizh-pik pé vïe ar piked kwa !

– Me(d) v(o)a ket dañjerus ?

Oh yao ga(st) ! Oh yao ! Dañjerus oa 'è ! Oh ya… Ur breur din oa bet koueet ur wech, me(d) nôa ket bet re-re zïaes 'è !

– Nann. N'é ket bet torret i…

Nann, oh nañ-nann walc'h ! Me(d), oh ! Pell oa bet 'benn na gall(et) sevel 'è, oa, meus joñj, oa koueet 'è, ur breur din

– Pe-naos vé laret « assommé » ?

Maro-bihen !

– Maro-bihen ?

Ya, maro-bihen ya, ya !

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog