28/08/2017

Brakonerien tapet ba'r lass

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ba ti-J. ba Laz, assames oain gantoñ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Pierre-Yves
J.



Môa ket lar(et) doc'h ? An dra-he meus ket bet kont(et) doc'h (aha)naon pe-sort mod oa kass(e)t tud mé sad kuit da Kerwalen ahe his-se ? Oa àr une ferme de 40 hectares ! 40 hectares oa ur ferm mat d'ar mar(e)-se ! En 1908 oa an dra-he ! Hag e ar gard, garde forestier pedam gard ar lapin(ed) ha-toud ah(e)… Pet(r)a nôa gwraet-heñw d'ur breur ? Heñ oa yontr da mé sad ar mo(d)-se ha oa hègn ar patroñ oa veuf, ur wech oa-heñw veuf ha ka(s)i-sur oa dimeet en-dro, me(d) ar vugal(e) oa bihen c'hoa(zh), an eil rumm. Ha heñ nôa ur breur célibataire (a)ssam(es) gantoñ aet ba'r ferm ha heñ oa un tammig braconnier ! Meus ket bet kont(et) an dra-h(e) doc'h c'hoa(zh) (aha)naon ?

Ha pet(r)a nôa gwraet ar gard ? Les(k) ar c'heseg maes, dac'h krow-ar-c'heseg ma peus c'ho(a)nt ha pezur heñw oa kousk(ed) ah(e) 'uc'h ar c'heseg, heñ gle(v)e ar c'heseg 'haloupad war, war 'r c'hour(t) 'è, pet(r)a oa deut ? Da zespun ar c'heseg en-dro ba o, ba o c'hrow ! Ha heñ nôa ket gwel(et) lar ar gard oa 'tiwoull 'nèoñ neuhe ha heñw lake lassou, des collets ha heñ nôa lakeet ur lass ba-di(nd)an ar glwed ba toull ar leur ! Oa ket pell tamm (e-)bed, 'bénn oa deut maes da e wel(e), heñ oa aet da wel d'hag-eñw oa ket lapin (e-)bed 'è ba'r lass, dans le collet ! Apala ! Ar gard oa :

« Allez ! Dehors ! »

Kass(e)t-kuit da 'r ferm ga un neubeud bugal(e), matreh(e) oa tri pe be(va)r b(e)nneket c'hoah… Re-vihen tre, ar bas âge ! Ar re-all oa deut un tammig, ar re oa, ar re oa deut gouest d'n-im joukour kwa ! Ale ba'r porzh ! Espulset da Kerwalen 'vi(d) an dra-h(e) ! Ma vïe bet brem(añ) an (dr)a-h(e), heñ oa… Oh yè ! Ar gard 'vel vïe dê, eh oh ya…

– Me(d) matress(e) é blam se vé lar(e)t : « Tapet é ba'r lass »

Tapet é ba'r lass 'è ! Yè, justamant ! Oh ! Ha d'ar mar(e)-se, an heñi vrakone, ahe oa, ahe oa dur an traou 'è ! Houlala ! Na memes ur yontr-all, heñ oa yontr da mé mamm neuh(e) ha heñ oa brakonier 'è, me(d) ah(e) oa bet sortïet ar fusuliou wechou ! Ah yè-yè-yè !!! Ohoho ! Hag e… Ha matreh(e) oa-heñw 'r memes gard… Ha heñ oa gwelet-fall ba Laz ! Heñ oa du-h(e) ba an tu-ell dé… Ha goûd a rit ba p(e)-lec'h (e)ma Point de Vue ? Ba'n ti-gar du-h(e) war an tu-klei du-he, ene oa-heñ ! Hag e mé yontr, 'n heñi-all, heñ oa yontr da mé mamm neuh(e) ! Ha heñ oa brakonier ga neubeud en-dro d'ar vorc'h ah(e), ar re-h(e) oa tud peus-kal(ed) heñ ! Diwall !

Ha oa lakeet ur lass dèoñ justamant 'è ! Hag ba-lec'h (e)ma 'r feuteun Sant-Jermen, ah(e) zo un tamm ribil mo(d)-se, lakeet ur lass ha' ziskenne ah(e) da tri pe be(va)r metr b(e)nnaket mo(d)-se. Ha un taol krenn ah(e), ar ribil mo(d)-se ha oa lakeet ur lass dèoñ 'è, ur fissellenn solud mat ba tre, just 'vid tap an (dr)a-he ba tre o divis(k)er ! Ha heñ oa diskennet ene, blublublup ah(e), pododouilh ! E fri war an douar ! Ar re-h(e) oa en embuscade ! Mein war e horr(e) ken, ken-ha-kén ! Ha oa bet heñw, oh ! Eizhte pe 'zhpénn vïe, oa ket bet gwel(et) gou(de)-se neuhe ! 'Bénn oa, oa deut du-h(e) ! Heñ ! Mod oa ket bet gouïet piw nïe gwraet, oa bet passeet an traou mo(d)-se

– Ar lass oa bet küet

Oh yè ! Ar re-h(e) nôa despun(et) 'nê gou(de)-se 'benn neugn gall(et) cheñch an dra-h(e) oa ket bet, oa ket gouïet piw oa… Me(d) n'é ket aes 'è blamañ tud ma n'oc'h ket sur (aha)noh ! Ha heñ nôa ket gwel(e)t nintra 'bénn-neuh(e), matreh(e) oa deut da 'n nos un tammig… Eh ! Tri pe be(va)r oa aet traou dèoñ sè !

– N'é ket aes blamañ tud

Nann ! Blamañ, nann. Ouh ! Heñ oa gwel(et)-fall, heñ oa ur loustoni ! Oh ! Heñ oa…

– Me(d) pa vije gwraet trukou d'an dud, an dud ouïe 'n-om zifenn 'e kwa !

Ga(st) yè-yè ! Ha sul-vignañ oa sterd d'an dud a rubife ! Ah yè !

– Me(d) amañ vise, vïe kalz tud 'frakonañ neuhe ?

Oh yè ! Brakonerien zo bet 'vi(d) ar wech toud heñ ! Peus-kaled, memes ahaha ! Oh ! Be oa lod ha' ouïe mond 'è dé des(k)al 'nê e(s)p(r)ess 'è hag 'vi(d) gouel-an-Ollsent alïes, ar gard oa am(añ) ba'n tu-m(añ) Laz, heñ yee d'ar gouspirou : Ma ! Be oa ur (???) da Santos ah(e) ha vanke ket 'è, an de(v)ezh gouel-an-Ollsent, pad ar gouspirou, heñ yee tre da-veka Laz ti ar gard du-(ho)nt dé dap ar pezh oa voien… Ha gou(de)-se, pet(r)a ahe… Ar feisanted, ar re-h(e) ouïe se(v)el feisanted mo(d)-s(e) ba'r c'hoajou ah(e) ha lod a ouïe treus(iñ) ar stêr 'è dre, ba Kerzail ahe dre ar stêr ar mo(d)-se ha yee da dap ar re-h(e) da 'n nos c'hoah ! Oh yè, ba-lec'h oa tammou chatoiou mo(d)-s(e), ar re-h(e) oa… Ar re-h(e) oa 'vis(añ) 'taw !

– Ha ped gward oa 'tre toud neuhe ba'r, ba'r barres ?

Oh gardou ? Oh ! Ar re-h(e) oa seizh pe eizh ah(e) 'tre ar maner ha toud ah(e) his-s(e), ah yè ! Oah ket gouest mond da gac'h(a)d, ar re-h(e) teue maes

– Ar re-he oa dac'h 'r maner

D'ar maner yè ! Ar re, ar re oa gard war ar re-m(añ) é, am(añ) oa ket memes proprïetèr, me(d) hègn ziwallè an dra-h(e). Ah yè-yè ! Oh an traou oa sévères ô ! Ha gou(de)-se, gis oar 'lar(e)d, un tamm bod-traou ah(e) his-s(e), ma veh gwel(et) troc'h ur bod oa da 'r re-h(e) war ho fri ha dazhtu 'ha !

– Hag am(añ) ba'r mine vïe kalz traou goue ar mo(d)-se da jasseal ?

Oh pass ! Gwe oa ket war 'r men(e) ha hè ba'r prazeier, ba'r parkeier oa tammou gwe, yè tammou traou, traou nitra, traou kargoch(e)d ha-toud ah(e)…

– Traou pet(r)a ?

Kargoched a zo gwïet ! Ahaha ! Oagn ket mad d'o(be)r, d'o(be)r ur post-klwed !

– Nann, me(d) as(e) (e)mon 'lared traou goue, loned goue kwa !

Ah ! Lone(d) !

– Pe-sort mod vïe, vïe kalz deusoute ! Am(añ) zo koajou, zo…

Of ! Brem(añ) zo kem(e)n(t) loned goueñ 'è, pedam ah(e) so oa tammou chevreuils, tammou moc'h-goueñ 'è, me(d) pass mignoc'h 'vi(d) zo brem(añ) 'è. Brem(añ) zo deut 'è, chevreuils zo berniou c'hoa(zh)

– Ha lapined

Lapin(e)d n'eus ket am(añ) kin

– N'eus ket am(añ) ?

Ha be zo bet ! Be zo bet. Gedon zo komañs(et) d'ond en-dro

– Ya

A-raog oa ket 'è

– Broc'hed ?

Ah yè ! Broc'hed zo, 'vi(d) ar wech toud zo bet tapet !

– Kàerelled ?

Heñ ?

– Kàerelled ?

Pet(r)a 'r re-h(e) ?

– Ar gà(e)r(e)nn !

Ah ! Ar gàer(e)nn ! Ah ! Ah yè ! Gàer(e)nn zo, gàer(e)nn zo… An dermenig zo 'è tammou, matreh(e) pass keme(nt)-se

– As(e) peus kleet pe-sort mod neus lar(e)t « l'hermine » ? Dermenig

Hezh zo gwénn, un dermenig vé lar(e)t am(añ), l'hermine, me(d) boñ… E pe-sort mod vé skriv(et), n'ounn ket 'è. Lec'h ar, la belette ha hou(zh) é gwénn am(añ), me(d) he c'hein zo rouss ha da 'r re-m(añ) meus bet tapet teir ba'n trap-gôed, eh ! Ar bla(v)ezh môa lakeet trapou-gôed môa bet 43 ba ur, ba ur gaoñwezh, gôed ! Hag 'bow(e) meus ket bet gwraet, ahaha ! Ha ba Speied ah(e) zo un' justamant ha' zo un taupier

– Pet(r)a vé lar(e)t deus an dra-he ?

Taper-gôed

– Taper-gôed

Taper-gôed so ha bet neus bet 'nê ah(e) ! Ha p(e)-sort mod eint ? Ahaha !

– Ya, pugur vijent ket diskroc'henet ha… ?

Yao ! Yao-yao ! Laket…

– Laket war, war ur plenken

War ur planken ba'r chimin(al) ah(e) ba'r moged ! Ha mé sad breneè dilhad, tro-walc'h dilhad 'vi(d) ar bla, habits de travail, vïe dilhad-labour, ga'r foar, 'bénn gasseè kroc'hen-gôed breneè dilhad gantoñ 'vi(d) ar bla, 'vi(d) laka(d) bem(de) kwa !

– Ya-ya ha vije gwerzh(e)t an dra-he d'ar pilhouèr

Oh ! Ba'r foar gast chærrer 'nê, me n'ounn ket piw breneè 'nê, me(d)…

– Ma zad-kozh a ree an dra-he, tapañ-gôed

Pad ar bresel reer c'hoazh, me(d) gou(de)-se n'eus ket bet kaos da 'n dra-h(e)… Gou(de)-se heñ nôa poues (e-)bed kin

– Ma zad-kozh zo memed oad 'vel da dad matress(e), pugur zo, oa ganet mil naw-c'hant tri !

Tri ?!

– Ya

Ha mé sad oa en 1904, oa kim(ed) taper-gôed…

– Ya, ma zad-kozh oa, ya, kozh a-walc'h, ya

16/08/2017

Flistriñ dour ha furlouchiñ e vri

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Tanguy Solliec ha me ba-ti É. barzh Skrigneg, hag a oa J. deus Skrigneg assames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



– Ma zad neus klêt an dra-he ga i dad

Ah !

– Ba Skrigneg amañ

Ya-ya

– « Me oar neuñial 'vel ur c'hi-plom, lec'h ma koue a chom ! »

Hañ ya !

Nann, meus ket bet klêt 'è, nann

Me oar neuñial 'vel ur c'hi-plom…

Me(d) bet meus bet klêt « neuñial 'vel ur c'hi » an dra-he, me(d) pass plom kwa ! Nann-nann-nann

Lec'h ma goue e chom kwa !

– Ya

Ya

Ha surtoud ma é un tamm plom c'hoazh 'zhpenn !

Ah daon ya ! Neuhe n'avañse ket, houzoh walc'h

Na neuhe 'hat é oblij(et) da chom lem a goue !

Beñ ya !

– Pe-sort mod vé lar(e)t amañ « la gouttière » ?

War ar maes vije ket goutierennou ha…

Lar demp 'ta !

– Me(d), me(d) n'é ket ar « gouttière » meus gouïet, me(d) traoñ ar « gouttière », deus lec'h teu an dour maes. Goûd a houz(e)s an…

Ya, ya-ya-ya !

– Ar « gouttière » ar mo(d)-se hag a zo un tamm hag a…

Ya

Ya-ya

Ya

– Hag a'h a an dour maes ar mo(d)-se kwa ! Hag a heñw a ree ar stivell deusoutoñ

Hañ stivell, ya. Daon ! Stivelliñ ree an dour, ya

– Ya

Ya, c'est possible 'ha !

– Hadlar pezh peus lar(e)t

Stivelliñ ree an dour deuh, deuh ar…

– Hañ ! Stivellañ ?

Ya !

– Ya

Ah ya !

– « Jaillir » ?

Pa weles dour, dour 'flotiñ mo(d)-se : « Sell ! Ahe zo ur stivell-dour » vije lar(e)t deuh honn(ezh) kwa !

Ah boñ ?

– Ah boñ ! Ur stivell…

Une rigole kwa !

Ouais

Ur stivell-dour, ya

Ah boñ ?

An dra-he vije lar(e)t gwich-all, ya

– Ah ! Ur stivell-dour ?

Ya

Hañ !

Beñ ya…

– Ha hezh a ree, just a-walc'h, ar stivell deus, deus an dra-he kwa !

Deuh, ya…

– Me(d) an dra-he neus un hano e galleg 'e, me(d) meus ket choñj kin…

Nann, me(d) an dour 'tond-mae(s) ar goutierenn a stivell mo(d)-se, houzoh walc'h

– Ya

Quand y a un jet d'eau, en breton on disait : « Ahe (e)ma an dour 'stivelliñ » qu'on dit quoi !

Ah bon ?!

Ouais, ouais-ouais

Ha me lar « flist(r)añ » !

– Heñ ?

« Ahe (e)ma an dour 'flist(r)iñ ! »

Ya, med re…

– Flist(r)iñ ?

Ya

Ya

– Matrehe n'é ket toutafed memes-mod

Eo-eo !

– Eo ?

Memes, mem-mod é

Flist(r)iñ

Ya-ya

– Ah ya ? Flist(r)iñ ?

Me(d) gwich-all vije lar(e)t : « Sell ! Ahe (e)ma an dour 'stivelliñ » kwa !

– Hañ ya…

Ya

– Ha flist(r)iñ vé lar(e)t pa…

Flist(r)iñ

Flist(r)iñ, ya

– 'Vid pet(r)a ?

Beñ un jet !

Un jet d'eau quoi !

Ur jet d'eau

Oui

– Hag « ur flist(r)adenn » vé ket lar(e)t ?

Eo !

– Ah yeo ?!

Ah ya !

Ya-ya-ya ! 'Vel vé ar vugale c'hoa(r)i ga machinou da flist(r)iñ dour ahe

Ya

Flistr, ya

– Hañ…

– Flist(r)éres ?


Flist… Ya, meh-mod, ya

– Flist(r)éres 'e ?!

Flist(r)éres, ya : Hemañ zo c'hoa(r)i ga ur flist(r)éres, garg an dour barzh hag a flist(r) anaoñ war, war…

Ya ! War, war i gamal(a)d !

Just a-walc'h, ya !

– Hag ar re-all da-heul…

Ya-ya-ya-ya ! Hag ar re-all da-heul, ya, 'n hi(ni) vïe tapet !

– Ah ya…

Ah ya !

– Ha c'hoarïet vije kalz ar mo(d)-se ga… ?

Oh ! Gwich-all, ya

Oh ya !

Daon ! Oa ket da, da… Oa ket c'hoarïou keme(nt)-se (ne)med traou mo(d)-se kwa !

Gwich-all…

– Me(d) pet(r)a, me(d) pet(r)a oa « fistelér(e)s » ? Euh… « Ar flist(r)éres », ya

Daon ! Ur, ur machin genre plastik a vije hag a oa 'vel un duellenn e-barzh hag ur machin da heurten ahe kwa ! Hag a flist(r)e mo(d)-se. Ya, me zo bet 'h o(be)r ga ma breur ha ga'r re-all 'è penses-tu ya !

– Un tamm 'vel ur bistolenn é kwa ?

Ba'h ar sistem-se, ya ! Vije gwraet ga un tamm koat

Hañ bon ?!

Ya-ya-ya !

– Ha pe-sort koat oa ? Forz pe-heñi ?

Pe-sort koat ? Euh… Pet(r)a vé gwraet deus an dra-he : Skô !

– Skô, ya

Skô !

Pet(r)a é ar skô ?

Daon ! Me n'ounn ket 'ha in galleg pet(r)a é ar skô, me(d) ar skô, pa…

– « Sureau »

– « Sureau », ya


Voilà c'est ça !

Ah ! Le sureau ?!

– Ya

Oui ha hezh so kreus pa riñses 'naoñ ba'r c'hreis !

Hañ !

Hag a chom an dro, goude res ur, ur bistolenn ga hezh neuhe

Ah bon 'ha !

Ya

– Hag ar bistolenn oa ket ur « sarbacane » an dra-he ? Pa vé…

Ya ! Vije c'hweet hag a teue ur, machinou er-maes kwa !

– Hag an dra-he oa ur bistolenn ?

Teue ur flipadenn er-maes !

Ya, just a-walc'h, ya. Ya-ya-ya !

Ur flipadenn !

– Ur flipadenn ?

Ya, ya

– Pet(r)a é ur flipadenn ?

Beñ comme il y en a maintenant…

Ben un jet !

– Ah ! Un jet…


Ouais ha lod so ahe, ar vugale, àh o(be)r ga dour-sañwon ha des bulles ahe

Ah ouais-ouais-ouais !

An dra-he vije gwraet, vije laket dour-sañwon barzh hag a teue des bulles maes goude, houzoh walc'h

Ya

Deuh ar bistolenn

– Hag ar « bulles » nagn ket un hano ?

Tro, daon ! Gav ket din 'ha nann ! 'Vé lar(e)t, daon ! « Dour-sañwon » vije lar(e)t

Ya !

« Damaig » a vije lar(e)t « me 'h a d'o(be)r dour-sañwon dit ! »

Ya

Ha vije plijadur, houzoh walc'h

Daon !

An dour, pa teue-maes, a'h ee da goueo war hin(i) pe hi(ni) kwa !

Ya !

Ah ! Daon ya ! Ya, dour-sañwon meump bet lakeet, 'h a mad c'hoazh ha wichou gleemp trous, 'h ee ar sañwon ganemp da c'hoa(r)i ha' vij(e) ket ka(ve)t !

Daon ya ! Eh-eh ! Hag a gwich-all, houzoh walc'h, vije ket keme(nt)-se

Vij(e) ket kalz a sañwon, houzoh walc'h, me(d) daon…

Vije lar(e)t : Doujiñ !

Ya ! Just a-walc'h !

Doujiñ war ar sañwon !

A oa, pugur vij(e) ket ka(ve)t

– Doujiñ ?

Pad ar vresel vij(e) ket ka(ve)t…

Ya, doujiñ sinifi…

Pass usañ kalz !

Pass usañ kalz !

Ya

– Hañ !

Vije lar(e)t : Pass lakad kalz a sañwon !

Daon ! Gwich-all pa…

Houmañ us ar sañ[won], houmañ a'h a da, da… So pad an de 'kannañ, (e)ma 'h usañ

Ya

Un user-sañwon

Un user-sañwon ya, just a-walc'h. Daon ! Gwich-all vij(e) ket ka(ve)t sañwon ha vije gwraet sañwon ga…

Ya

… Eskern pe-moc'h ha, ha… Petra vé ? Soud kostik, vije laket hezh da virviñ hag a vije gwraet sañwon ga hezh !

Me lar dit…

– Ah ! An  dra-he vije gwraet kwa…

Pad ar vresel, ah ya-ya-ya !

Ma'hat vije ket c'hwezh vad gantoñ hañ ?

Ma ! Vij(e) ket c'hwezh fall te hañ ! Nann 'ha !

– Matresse vije laket…

An dra-he vije bervet, houzoh walc'h

– Ma vije ket laket un dra mennaket 'zhpenn matresse blam d'ar c'hwezh pe… ?

Gav ket din nann, me(d) du-mañ vij(e) ket gwraet

An aer ! A gass…

Ya ! Ya-ya-ya !

… Ar vlêr kuit !

Ya-ya !

Heñ ?

– Yeo, just a-walc'h, keit-ha oamp 'kaojeal deus ar vugwale : Pet(r)a vé lar(e)t deus ar re a zo 'lakad o, o bisïed… ?

O bis ba, ba o ginou ?

– Pass ba o ginou, me(d) ba o vri ? « Dihan da… »

Ya, « dihan da, da… Da furlouchiñ da vri ! » Furlouchiñ, lod a, houzoh walc'h, so pa'n de 'furlouchiñ o vri, ya

Ah ya ! Bon !

– Ha vé ket lar(e)t « da bitowañ » ?

Ah nann ! Amañ vije lar(e)t furlouchiñ ! « Dihan da furlouchiñ da vri ! » Kalz deuh ar vugale zo mo(d)-se

Ya

Ha ga o vri sans cesse o c'hoa(r)i, houzoh walc'h, ya. Beñ ya ! Me meus choñj ba'r skol pa 'h eemp vije rôet un taol demp pé vijemp oh o(be)r !

Hañ !

Ah ya-ya ! Oa ket (a) zroed !

– Oh ! Me(d) oa ket (a) zroad 'e pé oain bihen

Nann-nann-nann !

– Ha vije lar(e)t 'e : « Brassaad a ray da vri ar mo(d)-se ma… »

Ju[st], an dra-he vije lar(e)t, ya

– Ya

Ya-ya-ya ! « Ma zelc'hes d'o(be)r an dra-he ho ur pezh fri ! » Vije lar(e)t

Ohoho !

– Pugur (e)ma 'troiñ zo an (???) jomo da, da ves e-barzh

– Ya


Ya

– Me(d) 'vel na lar(e)t Coluche ur wech : « Ya, me(d) mad é 'n traou, pugur é brasseet ma vri koulz 'vel ma bisïed ! »

Ahahaha !

Ahaha ! Oh ya ! Coluche, heñ ouïe kalz a draou 'è ! Ya

14/08/2017

Ar c'habow hag an dalc'h-karr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ba ti-J. ba Laz, assames oain gantoñ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Pierre-Yves
J.



– Ah ! Deut so joñj din

Pet(r)a ?

– Ar memor, pell, laket meus pell heñ ! Gwel(e)t peus 'ha(n)on klask abow(e) matress(e) pemp munut !

Pet(r)a peus klêt ?

– Ar c'habow !

Ar c'habow !

– Ah ! Larit ket din-m(e) lar peus ket klêt an dra-he ablam on sur meus klêt (aha)noh lar(e)d !

Yè, ar c'habow, me(d) n'é ket tre-tre memes-tra c'hoa(zh) matrehe

– Ah ?

Ar c'habow, yè, ar c'habow zo un dra m(e)nneket ar mo(d)-se 'è : Tri pe be(va)r fow, ar c'habow yè, ar c'habow ahaha !

– Kontant on ! Ahaha ! Ka(v)et meus en-dro

– Me(d) alïes a-walc'h a zigouev an dra-he din-me 'e : « Laret meus an dra-he ?! »

Yè, yè-yè ! Me(d) me meus lar(e)t kaos ar c'habow doc'h, me(d) n'é ket tre 'vi(d) ar c'harr ! 'Vi(d) ar c'harr é an dalc'h-karr, me(d) traou-all zo 'vi(d) ar c'habow 'è

– Espliket demp

Oh ! Ma Doue ! N'ouz(o)n ket, tammou traou ahe : Tamm traou gwraet ar mo(d)-se, en, en petit (???) ahe, kabow é ! Ha goud(e)-se ur, ur mouss 'è, pedam un dèn deut, ma sè(v)e e doull d'an nec'h : Sè(v)et neus e gabow ! Se(v)el e gabow, neu(he) ! Ur c'habow, pet(r)a larefen doc'h gis kabow ahe mod-all c'hoa(zh)… Pfouf !

– An dra-he zo gis un trebe ?

Yè ! Tamm traou koat gwraet ar mo(d)-se founnus kwa ! An dra-he n'é ket gwraet 'vid padañ, an dra-he n'é kime(d) 'vid, un tammig 'vi(d) lar(e)d, 'vid se(v)el o rèr un tammig 'ziwar 'n douar

– Me(d) koulskoud(e) zo voien da lak un dra mennag mo(d)-se

Ah yè !

– Dindan ar brankariou da ur c'harr ?

Ah yè ! An, an… An dalc'h-karr nôa un tamm koat 'è, tri bow, an dra-he vïe troc'het 'bénn vïer krog troc'h 'r c'hoat da 'r gaoñw, é separ(e)t ar mo(d)-se

– Me(d) an dalc'h oa gwraet espress 'vid ar, 'vid ar c'harr ?

Yè, yè justam(ant) ! Ha goud(e)-se neuhe ba, ba pénn an dalc'h, sè ! Amañ zo ur c'habow ! Oa ket daw mond pelloc'h ! Me(d) an dalc'h-karr, gou(de)-se neuhe, ba'r beg am(añ) : Heñ oa gwraet un toull barzh ha c'hwi lake ur plankon ahe goud(e)-se neuhe, peus-solud heñ ! Un, un treucher, set(e) ar brankar repose àr an dow du

– Hañ !

Yè !

– Beñ ya !

Hum ! An dra-he so ur c'habow ! Oa ket daw mond pelloc'h 'vi(d) goûd !

– Un treucher vé lar(e)t deus ar…

Yè ! Yè, an traverse, sete c'hwi dape an dow du, ar brankar !

– Ah beñ ya ! Ar mo(d)-se jome stabil an traou kwa !

– Un dra vefe voien doc'h da lak ba ho tiksionêr a vefe tammou chemaiou mo(d)-se, tammou desseñiou

– Ah ! Beb-sort traou vefe laket, moien da lakad barzh

Ah yè !

– Nann-nann, me(d) 'vi(d) traou mo(d)-s(e)

– Ya, ya-ya-ya

An desseñiou c'hoazh 'è, ar…

– 'Vi(d), 'vid kompren kwa !

– Ya

Yè ! Ar foto a dal kalz 'è !

– Ya, ar fotoiou zo mad-tre, ya !

An dalc'h-karr a jerviche choazh, oh ! An dra-h(e) oa un tammig krik c'hoazh 'è

– Ah ya ?

'Bénn lard(añ) ar c'harr ! Goûd a rit pe-sort mod vïe gwraet ? Ar c'harr, ar c'harr-roujou-bras kwa ! Boñ ! Ha an diw rod oa ar mo(d)-se, sete vïe lakeet ar c'habow neuhe, nintra 'vi(d) un tu, ba ur pénn ha c'hwi apuiè am(añ) ! Memes mouss on bet 'choukour o(be)r an dra-he ! Sete c'hwi apuiè war, war l'appui ma peus c'ho(a)nt, ha' sè(v)e 'r roud da 'r c'harr, un tu, nintra (ne)me(d) un tu. Sete 'bénn-neuhe ar roud vïe deboat(et) un tammig ha lakeet lard ba'n tu-se

– Ah ya, memes-mod 'vel ur, 'vel ur c'hrik, ya

Yè !

– Ya-ya

Ar re-he jerviche krik, krik ar mo(d)-se 'n tammig 'è ! Yè ! Kompren a rit, ma é bet ur roud ah(e)… N'eus ket roud (e-)bed am(añ) ? Sè !

– Yeo ! Ga'n dra-he matresse

Yè ! Justam(a)nt ! Ha laket anèoñ di(nd)an… Amañ, amañ ! Di(nd)an ar goutell ! Voilà ! Ar c'habow vïe lakeet ah(e) ha c'hwi apuiè war penn ar brankou, ar re-h(e) oa hir ! Set(e) pôa ur…

– Ya

Ur sakre levier ! Set(e) 'bénn-neuhe c'hwi sè(v)e roud ar c'harr ha 'bénn-neuhe houzh vïe debloket, digasset maes ha lakeet lard ah(e)

– « Diroudet » vé ket lar(e)t ?

Yeo-yeo ! Diroud(et) un tammig, pass tre ! Daw vé dèi chom ba he flass

– Hañ ! Memes-tra

Mod-all, mod-all vïe da lak anèi en-dro !

– Ah ya…

Lec'h ar mo(d)-se, boñ gou(de)-se yêh ga un tamm lard, c'hwi yê (a)darr(e) !

– Hag pe-sort lard a oa ?

Lard du ah(e)

– Lard du ?

Hum !

– Dru… Dru, ya

Oh ! Lard, lard gross oa-heñw

– Ya

Am(añ) pet(r)a oa Yann lar(e)d, an dra-h(e) meus ket lar(e)t doc'h (aha)naon ? Ur c'hamar(a)d din, marw é-heñw (a)bow(e) 'è ha e da(d)-kozh ouïe lar(e)d dèoñ : Oh ! Ar baotred yowank-kozh oa daw, oa gleet teuñvañ 'nê toud d'o(be)r lard du ! Ahaha !

– Ahaha !

Heh ! N'é ket bet gwraet c'hoazh aboeo…

06/08/2017

C'hoa'i piloued ha kanetenn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha da bet(r)a c'hoarïe ar vugale, gwech-all amañ ? Goud(e) ar skol petramant…

Pep-hini ree e damm jeu heñ ! 'Vel, 'vel halle o(be)r kwa ! Nin a c'hoarïe « piloued », vïe gwraet deus an dra-he

– Pet(r)a é ?

Piloued : Ur, ur broch-keuneud ar mo(d)-s(e) kwa ! Heñ vïe ur broch peu-prè 'vel, 'vel heñzh ah(e) ! Ha vïe laket un, gwraet un tamm toull ha laket ba i gost(e) ar mo(d)-se !

– Ya

Ha, ga, ga ur vazh rees un taol dèoñ, 'n heñi, 'n heñi gasse 'nèoñ ah(e)

– Ah ya !

Ar pellañ kwa ! Pugur lod hall ka(ss) 'nèoñ d'an nec'h ha hadtapañ 'nèoñ goude ga'n dorn-all

– Ah ! Ur seurt « catapulte » kwa !

Ah ya !

– Pe-naos vé laret e brezhoneg ?

Ur piloued, ur piloued

– Ur piloued

Piloued é. An dra-he oa un, un distraction 'e kwa ! 'Vel boñ… 'Vel, 'vel traou-all 'è ! Ya ! Me(d) oa… Neuhe oa ket traou da, da c'hoa(r)i 'vel zo bremañ heñ !

– Nann

Nann-nann-nann, nann

– Ha vïe, vïe ket c'hoarïet « kanetenn » ?

Ah yao ga(st) ! Ah yao-yao ! Ah yao ! An dra-he vij(e) 'è ! Ya, alïes vïe gwraet, vïe re, pugur vïe ket… Vïe re, ar re-pri ! Pri, pri-prad kajimant kwa !

– Ya

Argile kwa !

– Ya !

Ha pa vïe glô vïent distrempet-toud goude ! Ahahah ! Ya, aet, aet da netra ! Echu 'r c'hoa(r)i, c'hoa(r)i, ar c'hoa(r)i ! Ahahah ! Ya, pugur 'benn be mad oa daw poahañ 'nê ba ur vorn kwa ! Ur wech, ur wech vïent gwraet kwa ! Med neuhe vïe ket, vïe pep-hini…

– Ah ya ! Amañ vïe gwraet 'neo ?

Wechou ya !

– Ah ya

Ya, beñ ya heñ ! Ya

– Vïe ket prenet 'neo ?

Me(d) wechou vïe ket ka(v)et da brenañ heñ !

– Nann

Oa, oa ket 'è war ar c'homers 'è 'vel… Be vïe un neub(eud) bennag, med pass keme(nt)-se kwa ! Nann-nann ha neuhe an heñi nïe, nïe… 'Benn nïe neuhe, neuhe re-vad zalc'he 'nê gantoñ heñ ! Vïent… Me(d) wechou, wechou gollent memes-tra, set(u) vïe daw dê roiñ un neubeud kwa ! D'ar re all

– Ya

Ahaha ! Ya-ya, me(d) off ! Un distraksïon oa memes-tra heñ ! Med alïes vïe kass(et) an dud da labour(a)d un tamm b(e)nnaket 'e !

– Ah ya !

Ba'r jerdrin, petramant d'ar park pe un dra b(e)nnag kwa ! Mond da, da gass ar saout pe un dra b(e)nnag ar mod-all

– Goud(e) ar skoul memes ?

Oh ya ! Oh ya, ya

– Ya

Oh ya ! Hag a lod oa 'raog mond da skoul memes, renkent mond d'o(be)r wechou 'è ! Chikour !

– Chikour, ato chikour !

Ya ! Ya-ya ! War 'r maes oa sterd heñ ! Gwech-all heñ !

– Ah ya

Ha oa, oa ket oustilhou heñ ! D'o(be)r ar labour, sete oa daw o(be)r toud-toud ga'n dorn kwa !

– Ah ya ?

Ya, toud oant… Nann, oa, oa ket oustilhou d'o(be)r 'r labour. Toud ar c'hwennachou d'o(be)r, pugur ar patates 'benn vïent laket vïe daw c'hwenn(ad) 'nê heñ ! Lar vïe lous-brein ha boñ… Ar pitrabes, goude, vïe daw tanoaad 'nê, lakad 'nê war-eun ha…

– Ya

Ha lakad, lakad 'nê prop petramant pïe ket nentra, toud 'h ee an traou da, da… Vïent golôet toud ba'r parkeier kwa !

– Setu vïe ket kalz amzer (e)vid mond da c'hoari ?

Beñ nann heñ ! Nann ! Am(añ) vïe daw o(be)r ur bern traou 'è ha barz du-mañ, pugur oamp kalz-kalz bugale, vïemp kasset d'ar fermou mo(d)-se 'benn labour(a)d kwa ! Me zo bet 'tiwall ar saout heu… Oan keme(d) seizh vla ! C'hwec'h-seizh ?

– Ah ya…

Oa yowank-tre kwa !

– Pad ar goñw memes ?

Euh nann ! Pé vïe ar skoul vijes ba'r gêr 'è, pad ar goñw vijes ba'r skoul, med 'benn vïe vakañchou duzhtu heñ !

– Ah ya-ya-ya !

Ha mo(d)-se oa, oa ket daw magañ 'han(ou)t, vijes maget ba'r ferm kwa !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog