28/07/2017

Soubenn-yir vise gwraet

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ba ti-J. ba Laz pe'r devezh so, assames oain gantoñ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Pierre-Yves
J.



An dra-he zo gis ur c'hog 'è, ma vé deut kozh-tre, n'é ket gwal vad kin 'nèoñ

– Ah boñ ? Ur c'hog ha' zo deut kozh-tre, n'eus ket voien d'o(be)r nitra ?

Oh yè ! 'Benn-neuhe… Yao ! Gwraet vé soubenn gantoñ, vé mad a-walc'h c'hoazh 'è, me(d) am(añ) vé ar yir kozh vïe poêt ba'r soubenn mo(d)-se hag un tamm blas rà, me(d) ar c'hig-te, 'benn-neuhe, vé aet dister a-walc'h

– Soubenn vïe gwraet gwech-all ga… ?

Ah yè ! Am(añ) 'benn vé deb(et) ur yar gozh ha 'benn-neuhe vé gwraet ur pod(a)d-soubenn ha vé soubenn mad heñ ! Set' an dra-he lak blas mad ba'r soubenn

– Ha na ket un hano ar soubenn-mañ ?

Ah soubenn-yir !

– Ha sete fi zo bet 'haloup(ad) war-lerc'h ar yir 'vid mond da, da gerc'h(ed) 'nê, mond da daped 'nê 'vid…

Oh !

– 'Vid o(be)r soubenn gate ?

'Vid taped 'nê on bet 'haloupad 'è, me(d) n'é ket ken braw-s(e) tap(ed) ur yar, me(d) ar re-h(e) vïe liberte 'benn-neuhe, partoud ah(e) ! Sete n'é ket bet ken braw-se, daw vïe doc'h koeñsañ 'nèi ba un tu m(e)nneket 'benn-neuhe, pos(añ) an dorn war hi gorr(e)

– Me(d) ar vamm-gozh hag an ta(d)-kozh, oant ket gouest 'nê da vond da dap 'nê ? Daw vïe goull ga tud ha' oa peus-…

Oh ! 'Benn-neuhe teue dow pe dri da ar familh dé joukour kwa ! Oh !

– Pe-sort mod vïe gwraet goud(e)-se neuhe 'vid, 'vid lao 'nê ?

Ah ! 'Benn-neuhe holala ! Lao 'nê, 'benn-neuhe zigouee ur spessialist menneket, ale ! Troc'h(e)t o fenn d'ar re-he ha klak ! Hag dis(p)leuñvet ah(e) ha laket 'stribilh(et) ha ur yar 'benn troc'h hi goûg war hi gorr(e), 'benn-neuhe hou(zh) vïe ket pell koll hi gwad 'nèi hag a vé displeuñvet… An dra-h(e), 'h o(be)r an dra-h(e) n'on ket bet (aha)naon, me n'on ket bet

– N'oc'h ket bet o(be)r ?

Nann, nann-nann

– Ah nann, me joñje din a vïe daw badowiñ 'nê a-raog 'vid dê pass kaoud droug kwa !

Of ! Gwech-all vïe ket taol(et)-kont (e-)bed ba, ba traou… Ur c'hamar(a)d meus, marw é-heñw 'è ha heñ oa da, da Lannedern ! Ha oa ket gwal gozh 'nèoñ 'ha ! Matreh(e) oa ket… Oh ! Toujust ma oa aet ba i retred, yao ! Aet oa-heñw ba i retred, 'tro tri-ugent vla bennaket na… Ha heñ zo bet 'labour(a)d ba'n abatouar-yir justamant ! Ar re-h(e) vé lakeet ga ur chad(e)nn,  c'hwi reeh kime(d) stag(añ) ar re-s(e), ar re-h(e) bassee ba un tamm, un tamm ribil, gou(de)-se o goûg jomeè war-lerc'h kwa ! Ar re-h(e) luc'he o fenn ba'n dra-h(e) ha klak-la ! Ha 'n dra-h(e) zistag founnus heñ ! Goûg ur yar ha heñ na lar(e)t din, wechou plass chom da laken 'nê ba'r chadenn, heñ ree ar mod-m(añ) : Dapè ar yar ha' lakeè hi fenn dèi dindan le pouce, klak-la ! Un taol-krenn ha' 'r penn jom ba-dindan ar yar ahaha ! Yè ! Oh nann, an dra-h(e), an dra-h(e) droc'h founnus heñ ! An dra-he dorr founnus heñ ! Ba'r, ba'r hoûg ah(e), n'eus ket kalz kig ba'n takaj

– Ha toud an tammou zo mad barzh korv ur penn-yar ar mo(d)-se petram zo… ?

Oh ! Be zo déchets heñ ! Ha boñ, an askilli n'eus ket kalz tra ! Ar re-h(e) vé poêt dé-heul 'è, pezh, set' un tamm, un tamm blas rà toud, me(d) mod-all (e)ma kim(ed) ar, ar morzhedou ha neuhe ar c'hostennou ah(e) vé kig mad boñ… Ba'n askell n'eus ket kalz tra… Ehehe ! Pet(r)a oa ar film dijar ? « La cuisse ou les ailes » welet ket ?

– « L'aile ou la cuisse »

Heñ ?

– « L'aile ou la cuisse »

Ah yè ! « L'aile ou la cuisse » ha justamant !

– Ha n'eus ket deus… N'ounn ket pe-sort mod vé lar(e)t e brezhoneg « le croupion » ?

Ah n'ouzon ket ! N'ouzon ket pet(r)a vïe lar(e)t da 'n dra-h(e)

– Me(d) un dra-all zo c'hoazh… N'é ket ar… ?

Ah ! Yè, ar hourlañchenn na un dra menneket c'hoazh : Sac'h ar greun

– Ya

N'é ket ? Un dra m(e)nneket mo(d)-se ha heñ vé tamm sabr ha-traou barzh-hè, ka(s)i-sur, ba'n takad-se, an dra-h(e) zo 'vi(d), 'vid broïñ ar pezh zebont. Ar re-h(e) zeb toud heñ ! Ar re-h(e) vé klask sabr ha-traou !

– Hag ur c'hléñved dapè-yê a-wechou 'benn vênt ket kin 'vi(d) evañ na 'vi(d), 'vi(d) dibiñ

Pet(r)a ?

– Ur c'hléñved teue war, war beg an teod as(e) gis-se

Yè, me(d) n'ouzon ket (aha)naon

– Ar « pépie » vé lar(e)t da 'n dra-he

Ah ! An dra-h(e) n'ouzon ket, meus ket bet…

– Nann ?

Alïes ar yar vé suprim(et) a-raog vé aet-hei re fall 'è, ar c'hleñved… Me(d) am(añ) welon ket an dra-he kemen(t)-se (aha)naon ! Ha pet(r)a teue ah(e) da, na… Ga'r yir 'è : La coccidiose tammou traou, mod-all zo kleñvejou bet anveet gou(de)-se a-raog, me(d) 'benn vé ar re-h(e)… 'Benn oain mouss ah(e), ar re-h(e) vïe tapet ahe, 'benn vïent deut peus-kozh, ale ! Poent é degaj(iñ), aha ! Digaj visent !

– Ha pe-sort mod vije gwraet ga'r yir, just a-walc'h ? Pugur vijent lesket liberte ha neuhe reent o neizhou 'e ba…



– Ba'r girjer ha ba toud an traou

Yè, justamant ! A ree-hègn kalz an dra-h(e) ha pezur am(añ) oa ket poulaie (e-)bed ! Vïe-hègn 'lojañ war 'r wênn-iven ah(e), d'ar gaoñw oa ha-toud ah(e) ! Ar re-h(e) lojè un tamm : Be oa un tamm glud ahe 'è hag yee ar re-se, wechou vïent komañset-hègn d'ond kozh un tammig re 'r re-he, ar re-h(e) yê di da zoiñ ba ur, ba ur harzh benneket neuh(e) ! Glochéres, ar c'hentañ vïe gwel(e)t neuhe teue un torr(a)d lapoussed-bihen maes, ale ! Hag an traou gontinüe… Ahaha ! Yar-glochéres ! A-wechou 'vel vïe ket vïou gate, ar re-h(e) jome dan o loch ah(e) ! Ha doïñ ragn ket 'è ha 'benn-neuhe ouïemp mond ha vïe lar(e)t d'ar mouss :

« Kêh dé laken un drein-lann, ur boud-lann dé hou(zh) ba hi neizh »

Herpañ 'nèi d'ond barzh, me(d) ar re-h(e) ree un neizh-all…

– Klêt ma lar(e)d ga un' bennaket ha hezh vise boes da lak anê ba'n dour !

Ah ! An dra-h(e) meus ket bet gwel(et) 'h o(be)r, nann

– Ar re oa klochéres

Yè ! Ar glochéres 'è… Oh ! N'eus ket voien da zivouenn(añ) an dra-h(e) deusoute 'è, wech(ou) ar re-h(e) vé 'h o(be)r « klok-klok-klok » ah(e) partoud ha krog… Ar re-h(e) gèv dê la vé ur vanndennad lapoussed-bihen war o lerc'h

– Ahe peus lar(e)t « n'eus ket voien da zivouenn an dra-he deusoute » ?

Oh nann !

– « Da zivouenn » ? Mo(d)-se peus lar(e)t ?

Dé… Yè ! Dé zivouenn(añ), pet(r)a larin doc'h : Dé denn an dra-h(e) dê da o fenn kwa ! An dra-h(e) zo…

– Ah !

Ehehe yè ! Yao ! Welon ket mot, pos-all

– Da denn an… Da…

Dé denn an tech maes kwa ! Un tech é 'benn-neuhe

27/07/2017

N'é ket echüet ar jerdin c'hoazh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ba ti-J. ba Laz tri devezh so, assames oain gantoñ, ahe oa ba sèr J. 'n-heñi oamp 'kaojeal. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Pierre-Yves
J.



Ah ! N'é ket echüet c'hoazh ! N'é ket echü(et) ar jerdin c'hoazh amañ

– Ah !

– Me(d) an dra-he zo un hanter-hangar hanter-sèr !


Hanter yè ! Boñ an tomat teu barzh mem-mod ! N'é ket fallac'h… Ah ! Tieñ ! Pierre-Yves, peus k(et) emm da gwênn-kraoñ (e-)bed du-h(e) ?

– Nann

Ahaha !

– Ya, me(d) dond a rin en-dro 'benn vo… Pe-sort mod…

'Benn vo ar mar(e) d(a) drañsplant(añ) 'nê

– Beñ ba'n diskar-amzer, ba'n « automne » ahe

Oh yè ! Oh ba… Oh ! Ar gwellañ mar(e) zo é matreh(e) 'vel 'tro mis-meurzh ahe, mis…

– Ya, matress(e) walc'h, ya

Yè, yè

– Ba'n nev(e)-amzer

Yè, puzur ma blantet 'nê a-raog ar gaoñw, hègn labourefent ket ha ma vé ar gaoñw, lec'h ba'n ne(v)e-amzer an dra-h(e) bartïe mes-mod

– Chomet é peu-prè ar sèr neuhe, neus ket bet…

Chomet é-i

– Fichet ga'n a(v)el…

Chomet é-i ba hi saw ! Kim(ed) ar bach neus bet 'è troñset, ar vach n'é-i ket bet lakeet… Yao ! Lakeet é-i bet ba'n douar, me(d) ga'n è(v)el wechou, ma mïe bet stoc'het am(añ) ha neuh(e) vïe bet gwasketac'h 'n tamm

– Ah ! Stoc'het vé lar(e)t am(añ)

Yè, stoc'het é

– Ya

Kloset

– Ya

– An dra-h(e) zo koat ha' peus gwraet…

Ah ! An dra-he zo koat troc'het am(añ), ar re-h(e) zo da…

– Ha koat pet(r)a é ? Koat pet(r)a ?

Ah ! Ar re-h(e) zo cyprès petram thuya, thuya zo tro-walc'h 'è… Yao gast 'ha ! Gwech-all oa… Ha am(añ) neuhe, ah(e) zo plant d'o(be)r c'hoazh ga, ga les boutures c'hoazh, ur bern ! Amañ zo des boutures ! Sè weles ket ?

– Ah ya !

Ar re-h(e) bartïou toud ! Ar re-h(e) zarc'ho d'o(be)r tomat, d'o(be)r divêtac'h ! Ar re-m(añ)-all vo passeet 'benn-neuh(e). Ha ahe (e)ma ar rêsin 'tond, an dra-he zo poent tailhañ 'nê !

– Ah ! Rêjin zo 'e



– Me meus ur c'hamar(a)d ar mo(d)-se ba i sèr ha neus ur pezh plantenn rêjin



– Hir hir hir !

Hir hir, yè

– Ha beb pla né…

Ah yè ! Ba'r sèr teu-hè beb pla 'è

– Druilhadou ha…

Ha am(añ) neuhe, an dra-m(añ) zo les pièges à, à frelons hag é poent din prepariñ un' m(e)nneg da laken barzh, da laken ba'r sèr 'è dam d'ar c'heien ha neuhe ar gwesper

– Ha pet(r)a zo barzh blam da dap anê ?

Oh ! Mé nizh vé 'prepariñ an dra-he : Gwin gwenn vé lakeet… Hag a gwin gwenn, siro ha gou(de)-se bïer

– Fin, ar re-he zo 'veldemp-ni kwa ! Plij a ra ar boesson dê

Ah yè-yè-yè ! Ha keit-ha (e)ma fresk ya-hegn barzh, 'benn vé deut kozh, 'benn-neuhe ya-hègn ket barzh kin ! Ha bremañ teu ket kin, an dra-he… Ar re-he oa lakeet ah(e) ba'n ne(v)e-amzer 'vid le frelon hag… Holala ! C'hwezh fall teu gantoñ ! C'hwezh fall ! Ahaha !

– Ah ya ?

Yè… Gwraet é, gwraet zo des pièges exprès ha ba'r sèr, ma lakit ket un' brem(añ) dac'h, ar c'helien doullo ar, le grain doc'h ha hègn vrein gou(de)-se. Santañ ret 'nèoñ d'a-bell ? Ehehe ! Daw din skarzh(añ) 'nèoñ ! Àrlen(e) môa tapet ur fardell(a)d freuloniou ha 'benn oa deut ar rêsin aw, ar re-h(e) teue ! Le frelon asiatique é, hègn teue hag me môa lakeet 'r podad-koñfitur ga ur bann(e)-dour ha' bassee ur wech tre var(e) ha hègn 'n-im veuñfe ba'n dour ha flastrañ 'nê gou(de)-se ha môa tapet sur, oh ! 'Zhpenn kant oa, me(d) ar re-h(e) renk kaoud traou ! Ma n'eus ket traou blij dê, ar re-h(e) teuont ket 'nê ! Ba'r c'hrow-m(añ) vé ket tapet ! 'O daw damp skarzh(añ) him(añ) ba, ba'n toull… Am(añ) (e)ma mé c'harotes neuhe, Pierre-Yves ahaha…

– Ah, p(e)-lec'h ?

Aha ! Welit ket 'nê, n'eint ket, n'eint ket deut gwal vras…

– Ah nann

– Ah ! Ba-dindan ar liñsen

Yè, me(d) ale… Ayayay ah ! Pwah ! Yè, mod-all am(añ) teu ket karotes, sè… 'Benn ar fin sè !

– Ya, blam d'ampech ar c'helien d'ond war'nê kwa !

Yè ! Ar c'helien é, komañs(e)t eint 'è

– Ya, ah ya, me(d)…

Berr-berr

– Ya, pugur na vé kim(ed)…

– Nann-nann-nann, n'é ket, n'é ket…

Nann ha gou(de)-se… Ha re zivêt môa laket 'nê

– Me joñj é lar é daw lak anê abretoc'h, ya

Oh yè… 'Benn vé hadet-hègn ba-tous(k) ar bidraves vé hadet-hègn ba, ba fin mis-ebrel pedam ba komañsamant mis-mae ha vé karotes maleürus neu(he) ! Ar bidraves oa dru d'ar mare-se, d'ar mar(e)-se vïe laket kalz teil dê, d'ar bidraves-se… Voilà ! Gwraet meus toud pezh faot

– Ehe !

Ma !

– An dra-he ? Pet(r)a vé gwraet deus an dra-he in brezhoneg ?

Ahah ya ! Ah ! N'ounn ket (ha)g-eñw vé lar(e)t an dra-he e brezhoneg, an étau !

– Aha ya

– Ah ya, ah ya ! N'ouzon ket 'è, nann

– Nann

Nann, me n'ouzon ket mignoc'h 'è, oh ! Ma vïe klêt ur marichal kozh bennaket amañ, matreh(e) larefe doc'h pet(r)a vé lar(et) da 'n dra-he e brezhoneg… Ah ! An dra-he n'ouzon ket… Eh ! Kalz traou ! Kassi meus lakeet 'è, bet meus bet 'n neub(eud) ar bla-m(añ)… Ah gast ! An enclume, pet(r)a vé lar(e)t da 'n dra-he ?

– An annve

Ah yè, an annve ! An anneñ, an anneñ !

– An anne pe…

Ha da 'r re-m(añ) po emm ur blantenn neuhe

– Ya, me(d) pass bremañ blam vo…

Nann ! Me(d) be vo…

– Ma vé lak(et) an traou bremañ

Oh ! Be meus, plant kraoñ zo partoud 'è

– Med ur gomz-all meus klêt 'vid, 'vid an anne é ar (ho)veléres

Ah

– Ba Kleden meus klêt an dra-he

Ar (ho)veléres

– Beñ blam da (ho)vel(e)d kwa !

Ah !!! Ah, an dra-h(e)… Ah yè, ar mailh-go(v)eled vé lar(e)t da 'n dra-he, mailh-go(v)eled é

– Ah ya ?

Hag è an anneñ, mod-all n'ouzon, ouïen ket…

– Med heñw a lare oa ar (ho)veléres un anne just a-walc'h

Heñ… 'R (ho)veléres ?

– Ya

Yè… 'Vid go(v)el(ed) ?

– Ya

Am(añ) vé go(v)el(et) war ur… Ah !!! Me(d) an dra-h(e) oa ar marc'h-go(v)eled

– Ah !

Un tamm koat, c'hwi blante an anneñ barzh

– Ya

25/07/2017

Ar vêleien oa mestr gwich-all, kajimant 'vel prisidant ar ripublik

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Tanguy Solliec ha me ba-ti É. barzh Skrigneg, hag a oa J. deus Skrigneg assames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



Daon ! Gwel a res bremañ !

Ya !

Bremañ vent badeet toud pe vé an dud assames pe vent ket !

Ya-ya-ya !

Penses-tu ! Gwel a res pe-naos é cheñch(et) an traou ?!

Ya, kar gwich-all oa ket (a) zroed ! Ar re oa… Opala !

Oh ! Gwich-all

Nann

Gwich-all…

– Me(d) an dra-he ra ket drol doc'h ahe gwel pe-sort mod é cheñchet ar lêsenn kichenn gwech-all ?

Ah eo 'ha ! Drol é an traou toud 'ha !

Ah eo ! Ah eo ! Drol é toud an traou

Ken na gompren ke(t) 'n nén mann e-bed kin !

Nann ! Nann, mann e-be(d)

Heñ ?!

Nann-nann-nann !!! Daon ! Gwich-all 'n hi(ni) vije divorzet na ket (a) zroed d(a) zond ba'h an ilis !

Nann-nann-nann !

Ha bremañ…

– Da zond e-barzh ?

Nann, dond e-barzh na ket (a) zroed

Ya

Nann

Ha bremañ 'h a toud, a'h a da gomunïañ ha d'ob(e)r toud ha…

Pwah ! D'o(be)r toud ! Beñ ya…

Me(d), me(d), me n'on ket contre, contre 'ha !

Nann, me n'on ket 'è ! Me n'on ket 'è, nann

Me(d), me(d)-me(d) kem(en)t-ha lared pe-naos vije…

Lar é cheñchet toud an traou ! Toud an traou !

Oa divennet an traou deuh-ouemp

Ya, just a-walc'h, ya

Heñ ?!

Oh ya ! Ya

Spont é memes-tra !

Ah ya-ya !

Memes vije ket rôet da Bask dit, Jeanine, ma n'ees ket a-wichou da, da…

Ah, d'an aver(e)nn, nann

D'an afer(e)nn

Nann-nann ! Ha ket (a) zroed da gaoud da Bask, nann-nann !

– Ya ha goude, ha goude vijes klañw kwa ! Memes-mod, ya. Me ma klêt an dra-he 'vid ar vugwale, pa vijent klañw oaint ket 'vid dond da…

Ah daon nann !

– D'an aver(e)nn kwa !

Daon nann !

– Hag an dra-he vije lar(e)t da n'ounn ket piw ha neuhe oa, war-lerc'h beñ vij(e) ket ar Bask pe…

Nann-nann-nann ! Pugur da ratet an de oaint sañset d'ond kwa !

Ya

Beñ ya !

– Hag a (???) na gwraet vad d'an dud memes-tra pass beañ laket, pe-sort mod, dindan gwask ar vêleien, mo(d)-se, pugur…

Nann, me(d) ar vêleien oa mestr gwich-all

Ah ya !

Kajimant 'vel prisidant ar ripublik !

Ah ya !

An dud a'h ee da gaoud ar vêleien da hoûd pet(r)a 'h o(be)r ha pe-naos

Me lar dit ar reñ-he vije saludet !

Ya, sur vijent ! Ya, ya

Eh ! Hag an dud 'e, pa welent ar re-he, a lake « o bis-bihen ba o rewr » 'vel vije lar(e)t

Ya ! Ya, kajimant nijent, vije owen a-raoke, ya

Ya

Ya !

Ha deuh ar skolêr 'è !

Ah meh-mod !

Heñ ? Deuh ar skolêr è

Just a-walc'h, ya-ya-ya !

Vije ket respontet mod vé gwraet brem(añ) 'e

Ah nann !

– Ha blam a-se vije gwraet « an otrou » deusoute kwa !

Ya just a-walc'h ya !

Daon ya 'ha !

Ya-ya !

Ya-ya !

– Me(d) klêt peus an dra-he ? Me ma klêt an dra-he ga un' deus Plonee hag a lare, 'vid ar re oa un tamm re ba, barzh an ilis gad an otrou-person ha-toud : « Aet é d'ar barados dre rèr an otrou-person »

Oh daon ya ! Gwich-all vije lar(e)t beb-sort traou toud ! Eh me(d) gwir é…

An dra-he meus ket bet klêt

Nann, an dra-he meus ket 'è, nann

Matresse…

Me(d) daon !

Matresse walc'h 'ha !

An dud a lare beb-sort gwich-all, houzoh walc'h, pugur é ar re-he oa 'komandiñ ba'h ar barrous gwich-all !

Ah ya !

– Ha ba toud ar parrochou ? Memes amañ ba Skrigneg ?

Ah ya daon !

Daon ya 'ha ! Me gav diñ !

Ha amañ vije dow berson barzh Skrigneg dalc'h-mad !

Amañ, me lar dit ar re-he vije saludet a'ha !

Ah ya ! Be vijent !

– Pugur me ma klêt oa un tamm purgartor amañ ba Skrigneg

Ha' dennes da dok pa weles…

– 'Vid ar person kwa !

Ya-ya…

– Be kass(e)t da Skrigneg oa… Pff… Oa ket braw dê, deus pezh mamp, ma, ma klêt

Nann, oh ! Ha braw vije gwraet d'ar re-he, vije rôet amann ! Ha laezh ! Ha…

Ya, me gav din !

Ha gwinizh ha-traou dê !

Ha, ha gwerzh-putun !

Ya ! Vije sur a'ha !

Heñ ?

– Me(d) pet(r)a vije gwraet deus an heñi a oa ba, 'labourad ba ti an otrou-person ?

An dra-he vije gwraet deusouti, attends

Ya

*Talabader

Nann

– Ar garabassenn ?

Ar gara… Voilà !

Just a-walc'h

Just a-walc'h

Ar garabassenn, ya

An dra-he oa

Ya

An dra-he oa…

… Ar vatezh

Ar vatezh

… 'H o(be)r ar garabassenn, ya

– Pet(r)a vije lar(e)t deusouti ?

Oh…

Oh daon 'ha ! Lar(e)t vije « ba gwel(e) ar person » vije lar(e)t

– Ya-ya, me(d) gwel(e)t, gwelet mad vije gad an dud pe… ?

Oh…

Oh ya !

Ya-ya-ya-ya ! Ya-ya-ya ! Gwel(et) mad a vije, pugur pa vijer ket hardi deuh ar person 'h eer da gaoud houzh

Ya !

Ha houm(añ) lare d'ar person, houzoh walc'h

Ya

Ya !

– Brawoc'h oa be gwelet mad gati kwa !

Just a-walc'h ya !

Ya !

Ya-ya !

Ah !

– Ha vij(e) ket lar(e)t sort e-bed deus ar re a oa o vri papred barzh an ilis ?

Pfou daon nann ! An dra-he neuhe 'h ee an dud, pugur vijent ket gwelet mad ar re n'eent ket, houzoh walc'h ! Sell 'h ee an dud…

Pet(r)a vije lar(e)t, Jeanine ? An hi(ni) a vé…

– E galleg vé lar(e)t « les grenouilles de bénitier »

Ya !

– Deus ar re-he

Ah ya, oh ! Me meus ket bet klêt gwich e-bed (ne)med lar(e)d : « Houzh é plac'h an ilis » pe « ar re-he 'h a d'an aver(e)nn beb-sul » vije lar(e)t 'è kwa !

N'onn ket pet(r)a vije lar(e)t 'ha in brezhoneg… « Matezh ar person » vije lar(e)t

Ya, « matezh ar person » vije lar(e)t amañ, ya

22/07/2017

Un drukéres pe un drufenn a ra trukou !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Tanguy Solliec ha me ba-ti É. barzh Skrigneg dow zevezh so, hag a oa J. deus Skrigneg assames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



Beñ ya ! Wichou ba'h ar feurmiou gwich-all, pa vije gwraet ur bern-teil, lod a zestume toud o loustoni ba'h kreis ar bern-teil d'ablam da lar(e)d vije ur, ur… Kalz a deil ! Ha ba'r c'hreis vich(e) kemed loustoni ! Sell…

Ah boñ ?

Daon ya ! Pezh a oa digoueet barzh du-mañ ba'r C'hoat-Bras

Ah ya ?!

Ah ya-ya-ya !!!

– Chouchet mad

Ya-ya-ya !

N'é ket possubl ?!

Eo-eo ! Jean […] ha' oa a-raokomp ene ha na vrèget tôenn ur loch kozh, tôenn-ber'n [balan] ha na fourret an dra-he toud barzh kreis ar bern-teil ! Ha sell pa oa mujul(et) an teil a oa ar gont, med daon ! Oa ar c'hreis ha oa, oa mann e-bed barzh (ne)med i loustoni

Oh !

Ha tro-war-dro neuhe oa un tamm teil da lared oa ur bern teil a oa kwa ! Mo(d)-se oa digoueet, ya

– Ur livadenn-teil war-horr(e) kwa !

Ya, just a-walc'h, ya !

Biskoazh kemend-all !

Ah ya ! Beñ ya !

– Hag un' vraw

Ya

– Hag un' vraw, ya

Beñ ya…

An dra-he zo memes-mod 'vel gwich-all, vije lod 'hond war ar maes da zespun amann, eh ! Vije destum(et) an amann ha ba'h ar bejenn-amann, un' na lak(et) ur pezh betrabesenn ! Barzh kreis… Eh ! Ha n'é ket 'r wich kentañ oa dèi d'o(be)r

Nann, oa ket sur !

Heñ ?

Nann-nann !

Sete an eil gwich pa oa deut (a)darr(e) ga hi bejenn-amann, hañw ga ur pezh kontell ma haotr-kaezh-mañ ! 'Trec'hiñ ar bejenn

Amann, ya

Dre ar c'hreis hag ar bitrabesenn oa ene

N'é ket ur betrabesenn, ur journavesenn oa !

Ur journavesenn, an dra-he zo pounnerroc'h c'hoazh !

Pounnerroc'h c'hoazh, ya

Heñ ?

Ya

Ha gwir é kara ?

Ah ya ! Gwir é, ya-ya-ya !

Ahaha !

Hag ar marc'hadour na joñjet : « Daon ! Hemañ zo pounner » ar bejenn-amann-mañ « deuh hi venn 'ha ! » Oa ket bras ha pounner oa !

Ya ! Hag a soueet oa ha gwel ar bejenn mé-keres

Ya

Oa ket deuh ar brassañ toud am(añ) !

Nann

Ha p(a) é aet da daped 'nèi oa pounner

Ha oa ur journavesenn e-barzh

Ha oa…

– Beb-sort heñ… Gwraet vije trukou memes-tra !

Oh ya, ya-ya !

Gwraet vije trukou ! Eh ! Ha pa vije ka(v)et vïou ba'h ar harzh, pudur ar yir 'h ee da zoiñ ba'h, ba'h, ba'h ar girjer

Ba'h ar girjer partoud, pugur vïent in liberte, houzoh walc'h

Bah ! Ar re-mañ 'h ee da dap ar vïou :

« Mad é an dra-he da re ar c'hêriou ! » 'N-hin(i) a lar, « me 'h a da reiñ an dra-he d'an hi(ni) basseo »

Kar vich(e) keme(d) vïou brein ! Ahaha !


Ahaha ! Oh ya !

Me lar dit…

Oh ! Be oa tud d'o(be)r trukou mo(d)-se !

Me lar dit an hi(ni) 'h eche d'o(be)r i fritadenn-vïou kara ?

Oh ! Ah ya ! Vije tapet, sur vije ya ! Ah ya !

Ma'hat teue, teuche an doñjer deuh, deuh, deuh i hinou !

Ah ouais… Ahaha ! Eh ya !

Boñ !

– Just a-walc'h vé lar(e)t « gwraet vé trukou » amañ

Ya

– Ya, trukou

Ya, trukou daon ! An hi(ni) oa krog d'o(be)r se : « Oh ! Houzh zo un drukéres ! Houm(añ) ree n'importe quoi kwa !

Eh ! Lar(e)t a vije memes : « Houzh so un drufenn ! »

Ya ! Vije lar(e)t 'è ya ! Un drufenn, ya

Un drufenn

– Pet(r)a é un drufenn ?

Beñ une drukéres !

– Ah ya ?

Elle fait des trucs quoi !

Ya, quelqu'un qui trompe

Qui trompe quoi !

– Ah ya ! Un « arnaqueur » kwa !

Voilà, voilà !


Eh ! Houzh so un drufenn !

Ya

– « 'H o(be)r tukou » c'est arnaquer ?

Diwall deus houzh ! Houzh…

'H o(be)r trukou c'est ça

Houzh so un drufenn !

Ya

– Un drufenn

Ya

16/07/2017

Forz-petra oa daw doc'h choukour !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ba-ti J. ba Laz e 2010, assames oa ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Pierre-Yves
- Tanguy
J.



Hag mé sad oa aet d'ar bresel 'benn-neuhe ! Oa gelvet a-raog, eizht(e) a-raog ba mis-eos(t) ha e vreur oa kass teil am(añ) 'è, oa 'choukour kass teil, mé yont(r) oa aet 'è, klass 39, oa 'choukour kass teil… Ah beñ oa klee(t) ar c'hleier neuhe war-lerc'h mer(e)nn-vihen, tro pedir eur hanter benneg ha :

« Bomm-bomm ! »

Tou'n dud oa :

« Pet(r)a 'r hast en(e) ?! »

Oa ket bet pell lar oa gouïet heñ ! Oa deut mé, mé moer(e)b dé zigass e baperiou d'ar yont(r) oa amañ 'choukour

« Allez ! Départ immédiat »

Ha go(ude)-se, 'benn-neuhe ouïer pet(r)a oa, oa digoueet c'hoa(zh) ! Setou mé mamm neuhe, ha mé c'hoar vihen oa-i ket ganet c'hoa(zh) 'nèi, oa gan(et) 'è pemzete war-lerc'h, boñ ! An tad oa aet-kuit, ar yont(r) oa aet-kuit 'è ha kalz re-all… Ah beñ ar powr-kaezh bihen powr… Pugur oain kime(d), oain ket c'hwec'h vla c'hoa(zh), oa daw choukour heñ ! Neuhe oa komañs(et) dé labour(ad) a-bred, d'o(be)r kalz traou ! Ha 'benn laron an dra-h(e) d'an dud, an dud gredont ket an dra-h(e) 'nê

« Pas quand-même ! À six ans t'as commencé… »

Sè ar re-mañ, ma nïe gwel-hègn petra reer 'benn-neuhe dé c'hwec'h vla : 'Testum a(va)louar ! 'Testum avalou ! Choukour, forz-pet(r)a oa daw doc'h choukour ! Hag é sur reegn un dra m(e)nneñket, eh ! Da zelc'hen… Meus choñj c'hoazh 'è deus ar c'hoar vihen oa gan(et) le 13 septembre gou(de)-se, pemzete war-lerc'h, peu-prè war-lerc'h ha 'n deiezh a-raog oar 'torn(añ) ed-tu am(añ) 'è ha mé mamm larè dê-(h)egn, an deiezh war-lerc'h oa gan(et) mé c'hoar vihen :

« Choukour (aha)naon dé gass ar paner traou ahe »

Les balles de blé noir ahe ! An dra-he oa peus-pounner ga'r paner, setou gast ! Me oa krog, fougeet kass… Ehehe ! On était content de, d'aider, quand on te demandait de faire. 'Benn oc'h bihen go(ude)-se an dra-h(e), an dra-h(e) gontinu heñ ! Me oain ket aet d'ar skoul (aha)naon ken oain naw vla ! Ha ouïen ket pos galleg (e-)be(d) c'hoa(zh) 'benn oain aet d'ar skoul ! Ha kass(e)t dé zizon dé Skaer du-h(e) tre, oho !

– Ah ya !

– An dra-h(e) so kaos n'eus ket voien doc'h kaoseal brezhoneg fall

Nann, nann ! Oh fall

– An dra-he oa pell a-raog diskiñ ar galleg

Fall pe mad 'è… Me lar 'nèoñ mod teu

– Me(d) ma yontr zo gis doc'h

Ah justamant !

– Hag é bet kass(e)t d'ar skoul da naw vla 'è

Naw vla 'è ?

– Ya-ya

An dra-he so memes…

– Ha' neus ur sakre aksant !

… Memes université ! Ehehe !

15/07/2017

Dañsou brezhoneg ha Sant-ar-Lard

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Kareis, assames oain ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A. 




Ha c'hwi zo deus (a)-be-lec'h ?

– Deus Plouïe

Ah ! Deus Plouïe ?!

– Ya, ganet ba Plouïe. Ah ! Med brem(añ) (e)mon 'vevañ ba, barzh an Uhelgoat

Ba Uhelgoat ?

– Ya

Ah boñ !

– Ya-ya-ya ! Med deus Plouïe oun

Ah ya !

– Ya

Ah, me(d) mad é an dra-s(e) 'è !

– Ya-ya-ya

Uhelgoat zo, zo un tamm parres ha braw heñ !

– Ya, braw é, ya

Nem 'h ee da zañsal da Uhelgoat da-houd(e)

– Ya

Pé oa bew ma gwreg petra !

– Ha ba p(e)-lec'h ?

Ba'r sal ahe…

– « Le C.A.L », n'é ket ?

Le C.A.L, ya

– Ya

Ba'r sal le C.A.L, ya

– Ya

En(e) vïemp, beb yow 'h eemp da zañsal gavotenn

– Ah !

Ah ! Ha toud an dañsou vise gwraet petra !

– Ya-ya-ya ha pe-sort dañsou vije gwraet d'ar mar(e)-se ?

Oh beñ toud, toud an dañsou brezhoneg petra !

– Ya ?

– Gavotenn ?

Gavotenn, ba'r gavot vis(e) komañs(e)t digentañ ha war-lerc'h neu'n… Oh ! Me(d) goude-se oa deut ur, ur moniteur deus koste Gourin ahe ha heñ na modifïet toud an traou ! Heñ na klasket dañsou, dañsou beb-sort, beb-sort mod ahe…

– Ya-ya-ya, un tamm deus partoud kwa !

Ya ! Pass brezhoneg heñ !

– Nann

Ah nann !

– Ha an dra-he blije dec'h ?

Ree ket, me(d) red vise demp dañsal memes-tra heñ !

– Ah ya

Petram chom aseet war ar bank…

– Ahaha ! Evañ chistr

Oho ! Vïe ket ràet jistr dec'h ! Kafe vis(e) ràet dec'h, me(d) red vis(e) dec'h pêo 'naoñ heñ !

– Oh beñ ya, ya…

– Hag pé vis(e) gwraet dañsou brezhoneg, pet(r)a vis(e) dañset war-lerc'h ar gavotenn neu'n ?

Oh ! Ar re-s(e) zo… Pff ! Ar re-s(e) na beb-sort hanoiou 'e ha bi oagn pff… Ar re-s(e) ree beb-sort dañsou, dañsou deus, deus broiou pell 'hann pet(r)a ! Gourin, Gourin ha amañ, deja (e)ma ket pell ! Me(d)…

– Ah ! Un difer's so hañ !

Hag n'eus ket an dud ar memes sitüassïon heñ !

– Nann, na memes dañsou na sort e-bed

Nann-nann-nann-nann ! Na memes dañsou, nann

– Me(d) memes deus tu Rostrenn ha toud an dro dre-ene memes-mod, an dañsou-Fissel ha toud ar re-he

An dañsou-Fissel, an dra-s(e) zo müoc'h Gourin, euh an dra-s(e) zo müoc'h a Rostrenn !

– Rostrenn, ya

Fissel, ya

– Ya

Ahe é Rostrenn, ya. Ar gavot amañ é Carhaix

– Ya

Carhaix ha neu'n ar sekteur

– Ha Poullaouen ha-toud kwa !

– Ha matre'n peus bet anêt ar mar(e) a vise dañset ba'r feurmou, ba'r feurmachou

Ah ya sur ! Ase oan 'sell war ar journal ahe lar ba Ponevel ahe vé gwraet ur, ur Sant-Lard. Gouïed ret petra é an dra-se ?

– Rañw ket

Degisañ, degisañ ur paotr ! Ha seulamant vis(e) laket plous barzh ennoñ war… Ha vis(e) chetet-heñw ba'r stêr ha c'hweet an tan daoñ ba e rèr !

– Ah !

Sant-ar-Lard vis(e) gwraet deus hezh, ya

– Ah ! Sant-ar-Lard, ya

Ha bremañ vé gwraet-heñw ba ur, ba ur c'harrdi ba, ba Ponevel ahe 'ta ! Ha fabriket petra ! Daw vé o(be)r un tamm form daoñ memes-tra heñ ! Daw vé, daw vé lakeet 'naoñ da, da vi kamm un tamm bihen memes-tra !

14/07/2017

Flak, blet, gwag, skuizh, louet, inouet hag ur morboan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e ha A. deus Lanneanou, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
- A.
J.
É.



Ouais !

– Hag a zo avalou ha pér


Ah boñ ?!

– Ya

Ah daon ya 'ha ! Gwel a rañw

– Me(d) mad é hañ !

Ya, mad é 'ha !

Ya

– Douss é blam d'ar pér just a-walc'h

– Mesk-ha-mesk


Ah ! Ya !

– Me(d) n'eus ket re a bér barzh

Ah nann ! Kar…

Nann-nann

– An dra-he n'é ket mad heñ !

Nann

– Nann

Ar pér zo flak un tamm hañ !

– Ya, flak ?

Flak é ar pér

Ya

– Ar c'hontrel deus flibus kwa

Ya

Ya

– Ya

– Pugur ar pér « abîment vite » heñ !

– Ya

– Vounnus, vounnus

Ah ya ! Ha ar re-he…

Ya

– Ar re-he vloñs

Vegn bloñset hag abimont duzhtu kwa !

Oh ! Ar pér zo sañsubl hañ !

Ah ya ! Ya-ya !

Ya

– Lar(e)t a vé 'vid ar pér 'e : Fouesk é ? Fouesket é ? 'Vid an avalou meus klêt

Ah boñ !

Ya, ah nann

– Un aval vouesk

Ah ! Ni lar…

Ha pet(r)a sinifi an dra-he ?

Ni lar « bloñset » !

– « Bloñset » 'vid pa vé kignet, me(d) « vouesket é » pa vé blod

Blèt !

Hañ ya !

– Ya

Blèt, ah ya-ya !

– Ah ya


– Ya, me(d) kentoc'h an dra-he oa « vouesk »

Ah ! Amañ vé lar(e)t « gwag é »

– Gwag

« Gwag é ar bérenn » kwa !

– Me(d) « gwag » vé lar(e)t 'e, me(d)…

– Me(d) « blet » so un hano bennaket-all, n'eus ket ?

Yeo 'ha ! Beañ zo 'è, ya… Beñ blèt, t'es pas bien quoi !

Ouais, mais « blet » so ur legumaj 'è !

– Ya

Ah ya-ya ! C'est vrai, ya-ya-ya ! Me(d) pa vé un dèn skuizh vé : « Oh ! Blèt é venoñs 'ha ! » Vïe lar(e)t 'è, houzoh walc'h

– Ah ya ?

– Ah boñ ?

Ya-ya-ya !

– Ah ouais ?

– Un tammig bihen 'vel « faezh(e)t » ?

Just !


Ya !

Ya

– Me(d) lar(e)t vé e galle 'e : « Je suis complètement blet »

Oui…

– Ah boñ ? Ahaha !

– Ah ! Mais moi je dis ça souvent hein !


An dra-he meus ket bet lar(e)t 'è

Ah ya… Ahaha !

An dra-he n'é ket bet digoueet din lar(e)d c'hoazh

Nann, nann-nann-nann !

– Skuizh… Me ma klêt un dra 'vid « skuizh » : « Fenoñs oun skuizh, skuizh-dihan »

Aloñ bon !

– Fatigué à rien faire quoi !

Ah ya ! Skuizh 'h o(be)r sort e-bed kwa !

Ah ya ! 'H o(be)r sort e-bed !

– Ya

Ah ya ! Ni lar « 'h o(be)r sort e-bed »

– Skuizh é dihan

Ah ya ! Me(d) skuizh é tihan 'è, matresse ya

Ya-ya-ya ! Ya-ya !

– Skuizh-dihan

Ya ! Gwir é wichou vije skuizh 'tihan 'è

Pa ves, pa ves inouet

Ya

– Ahaha ! Inouet, pe louet

Pe louet !

Meh-mod, ya

– « Louet », an dra-he ma ket klêt c'hoazh

Ah bon ?

Ah yeo !

– Louet…

Ya

Oh ! Louet on klêo 'han(o)h !

– « Louet », n'é ket…

Je m'ennuie à vous écouter

– Oui, voilà oui

Ouais !

Ya, kalz a lar se !

Ahahaha !

– Ahahaha ! Aet é barzh !

Eh ! Prenez-le comme vous voulez ! Ehehe !

– Mangez c'est gratuit !

Ouais ehehe ! Ah ouais !

Ah ouais !

Ah ya !

– Louet

Ah ya ! Louet on

Ya, louet on

Ya

– Ah ! Me(d) n'eus ket hano e-bed ? « Ur louadenn » pe… ?

Nann-nann, oh daon ! Lar(e)t a vé : Louet on chilou ar pezh emaint kontañ !

Daon ya !

Ya

Sufiss walc'h, me(d) pa vo lar(e)t an dra-he dec'h…

– Pe mod-all 'vid…

Me(d)…

– 'Vid kaojeal deus un dèn hag a zo 'louañ ar re-all, pet(r)a vé lar(e)t deus un dèn ar mo(d)-se ?

Pet(r)a ?!

– An hi(ni) a vé louet atô ga'r re-all

– Nann, n'é ket, n'é ket, ar c'hontrel é

– Ah…


Ahaha !

– Me laron « louet », me lar « inouet » !

– Inouet, ya

« Inouet » ya, vé lar(e)t 'è, ya

Ouais…

– Ya, me(d) 'vid an dra-he zo : An heñi zo inouet hag an heñi zo oh inouiñ an heñi-all kwa !

Hañ ! Ya ! Hezh so…

– Ur paotr pe-sort mod ? « Inouüs », vé ket lar(e)t

Nann

Oh be… Eo ! « Inouüs é 'ha klêo 'naoñ ! »

Ah ya ! An dra-he vé lar(e)t 'è, ya

Ya

Ya-ya-ya !

Lar(e)t a vé an dra-he

– Inouüs ?

« Hezh é inouüs klêo 'naoñ ! »

– Ya, boñ

– « E(rr)i oun skuizh klêo 'han(ou)t »

Ya

– Ha 'vid « louüs », « louüs » vé ket lar(e)t ?

Ah nann !

Ah nann

– « Inouüs », ya

Inouüs, ya

Inouüs

– Ya, pass « louüs »

Ah nann !

Ah nann-nann-nann !

– Ah nann

Ah nann ! Tro-walc'h é mo(d)-se dija ! Ahaha !

Ya ahaha !

– Ah ! Amañ é gran an traou, neuhe…

Ya

– … Glaskon

Me gav diñ !

– … Blam da ve sur

Te, ma galles hadlenn toud ar pezh a lakes ahe his-se

… Pezh a skriv ahe his-se, ya

– Ya, sete…

Heñ ? Ehehe !

– Sete aet é ar c'haochiou war ar paper

Ya !

Ya !

– Ah ! Me(d) « louet » ahe…


– Nann, ma ket klêt 'e

– Nann

– Gwech e-bed


Ah… Eo !

– « Inouet » ya

Me(d), eh plijadur ganemp ! Diskiñ ramp un dra mennaket dê be-vich hañ !

Un dra mennaket bemde, ya

Heñ ?

Beñ ya !

– Ha n'é ket un tammig bihen 'zhpenn !

Ah bon a'ha !! Ah ya !

Ah ya 'ha !

– Ha damait ahe oas 'kaojeal deus 'n hi(ni) noa ur morboan ahe en e hinou

Ya

– Ablamed da gaoud…

Ur bann'h lambig

– Ur bann'h lambig ahe


Ya !

– Kuit da hond da lipad chadenn ar puñs

Oh ya ahahaha !!!

– Me(d) ur morboan a hall be un tu m(e)nnag-all 'e ?

Ah ya !

Ya 'ha !

Izhpenn barzh da hinou zo morboan kwa !

Oh daon ya 'ha !

– Ba ma zroad, ba ma…

Barzh da gein, ba…

Ya, beñ

Barzh… Ben oui

Beñ, beñ ma'hat-sur ! Pe petramant neuhe morboan barzh da benn 'è

Just ! Meh-mod, ya

Ya, ma ves ga'r boan-benn !

13/07/2017

Ordremmes e-bed, neuñ e-bed ha douar kalimantet

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
T.
A.



– « Hem(añ) neus ket ardremmes (e-)bed d'o(be)r e labour »

Ya

Ah ya ! Beñ ya-ya !

Ya-ya ! Amañ vé lar(e)t 'e

An dra-he, am(añ) vé gwraet an ordremmes 'e, ya

– Ah ya ?

Ah ya !

Neus mar(e) (e-)bed da gomañs kwa ! Na d'echüiñ !

Nann-nann-nann !

Ordremmes (e-)bed !

P(e)tram oar ket tu (e-)bed deus nitra kwa !

Ya, voilà, voilà !

Nann-nann

– Oar ket labour(a)d kwa !

Nann, ordremmes (e-)bed, nann

Oar ket labour(a)d, nann

Nann

– N'é ket tueet kwa !

Nann-nann

Voilà !

Ma ne oar, neus ket ordremmes (e-)bed, nann !

Nann-nann-nann !

An dra-he 'vel… Ya-ya…

Neus ket ordremmes (e-)bed, oar ket 'n-im gemer !

Nann, nann-nann-nann

– Nann, ya just a-walc'h

Oar ket 'n-im gemer

Voilà ya… Ya

Ah ya-ya-ya ! Am(añ) vé lar(et) an dra-he 'e, ya

– Ha lar(e)t a vé 'e : « Hem(añ) neus ardremmes » ?

Hem(añ) neus ardremmes (e-)bed !

Nann

– Ah… Ardremmes (e-)bed ?

Voilà !

P(e)tram « hem(añ) neus neuñ (e-)bed ! »

Ya, voilà !

– Ya, neuñ e-bed

Neuñ e-bed

– Neuñ e-bed

Voilà ! Ya, memes-mod é

– Ya-ya-ya… Eh ! Beñ oh ! An dra-he blij… 'Feñ, kaoud a ran an dra-he dïaes memes-tra kleo, me(d) : « Oh ! Hemañ zo den e-bed »

Hemañ n'é den e-bed, nann

Hem(añ) n'é den e-bed, yao ! Yao vé, lar(e)t vé

Ya-ya ! Lar(e)t vé an dra-he 'e

Hem(añ) n'é den e-bed, nann

Oh ! Hemañ n'é den e-bed !

– Hezh so neant

Nann-nann

– Neant

Hezh so neant, ya voilà !

– Un dèn neant !

Voilà, ya ! Voilà, voilà ! Hezh zo neant, ya

Ya-ya

– Un dèn lor

Ah ya

Aha ! Ya-ya ! Oh beb-sort, lar(e)t vé beb-sort hanoiou 'vid tud ha' neus nitra (e-)bed… Ahaha !

Ah ya-ya ! Ah ya-ya-ya !

Ah ya-ya !

– « Tud lor » vé lar(e)t, med « amzer lor » vé lar(e)t 'è amañ ?

Amzer lor ?

– Ya

Amzer lor ya ! « Amañ é lor an amzer ! » Ya, fall an amzer kwa heñ !

– Ah ya

Amzer pounner kwa !

Amzer pounner, ya

– Pouer un tamm

– Pouer ?


Pouer, ya voilà ! Pouer, ya-ya-ya !

– Harneuñeg un tamm kwa !

Ya, voilà !

Ya

– Ha klêt peus lar(e)d « birviñ ra an heol » ? Pé vé…

Birviñ ra an heol ?

– Ya, pé vé…

Pé vé, pé vé tomm-tomm

Pé vé re domm an amzer, ya

– Ya ha pé vé gwel(e)t traou 'troiñ war an hent

Ya-ya !

Ya-ya ! Ya-ya !

Ah ya ! Ha neuhe ya, me(d) 'benn-neuhe vé tomm e-se, ya !

Oyow !

– Ar vorenn-hlas, n'é ket an dra-he vé gwraet deus an dra-he ?

Vé sin vraw, n'é ket ?

– Ya

Pé vé gwel(e)t ur vorenn-hlas

– Pe « ar vorenn-hlas a zeb an harne »

Ya, me(d) gwir é !

Ya-ya !

– Me(d) « birviñ ra an heol », an dra-he so 'vel « des mirages »

Tomm-tomm-tomm !

– Ya-ya

Gwir ! Dec'h oa tomm just a-walc'h, heñ dec'h ?!

– Ya-ya

Ah !

– Pa (e)ma ar wres kwa !

Hoholala ! Me oa ba'r jerdin, me lar doc'h lar oa tomm hañ !

Ya-ya-ya ! Tomm oa, ya

– Dec'h ?

Dec'h !

– Ya

– Ya-ya !


Dec'h ! Hum !

– Ha me ma troc'het ga an « débroussailleuse » ha…

Neuhe oa tomm pa bet neuhe heñ ?!

– Ahahaha !

C'hwi oa bet…

– Me(d) me, me ma choaset d'o(be)r an dra-he da…

Ba'n disheol !

– Y[a]… Dija… Ha aha ! Ha da c'hwec'h eur pe c'hwec'h eur hanter

Ah ya !

Ah ! 'Benn-neuhe é passeet, ya

– Ya, fresk, fresk un tamm

Ah ya ! Ah ya !

Fresk an amzer, ya

Ah ya ! Ah ya !

– Oh ! Biskoazh kemend-all ! Pé ma, ma gwel(e)t ma mamm oa komañs troc'hañ, feñ tousañ, tousañ yeot

Ya, ya !

– Ga'n « tondeuse » ha-toud da deir eur, me ma joñjet : « Oh… Me zo 'ho(r)tos un tamm »

Ahahaha !

Ahahaha !

– « Damait vo gwel(e)t ha vo… Damait vo gwraet memes-tra ! »

Distan an de un tamm

– Ya

« Damaig vo gwel(e)t pet(r)a vo gwraet ! » Lar dèi

– Distannoc'h oa

Me oa bet 'touariñ 'valdouar ! Ah ! Me lar doc'h lar é kal(ed) an douar en-dro (a)darr(e) 'e

Ya-ya !

Blam zo bet keme(nt)-se…

– Kaled oa ?

Ya… Dour mechañs !

Ya

Kalimantet toud an douar heñ !

– Kalimantet ?

Oh !!!

Ya-ya !

Me meus ur machin ahe ha' zo ur penn-butoir

Ah ya-ya-ya !

Pé vé soupl an douar, hezh so aes !

Heñ ya e-hun kwa ! Ah ya…

Penses-tu ! Oan ket gouest d'o(be)r gantoñ ! Ga'n treñch, ga'n treñch ma renket o(be)r

Ah beñ lod a zo daw krog ga'n treñch

– Peus ket bet chañs, pugur mamp laket ar patates, just a-walc'h, ha ga'n treñch ha-toud ha oa, ha oa fin a…

An douar ?

– Ah ya ! Fin an douar ha…

Ya ! Ya, pé oar 'lakad 'nê, ya

Ya, me(d) bremañ n'é ket kal(ed) an douar en-dro dê ? Yao !

– Yeo ! Me(d) brem(añ) eint, brem(añ) eint laket dija

Ah ya ! Pell-zo, ya ! Ma re-me 'n-im douch ar c'haol bremañ ! Ha sell ma bet poan 'touariñ 'nê hañ !

– Ah ! 'Touariñ 'nê, ya

'Touariñ, sevel douar !

– Sevel douar dê kwa !

Voilà !

Sevel an douar deuhoute, ya

– Ah ya… An dra-he oas 'lar(e)d

Holalalala ! Me(d) me lar doc'h oa kal(ed) an douar heñ !

– Ah beñ ya sur ! Gwleb é brem(añ)

Ha ma kim(ed) un treñch ne(v)e walc'h, pugur (e)mon choñj lar da Chañ Barazer klask un' us(e)t din !

Ah !

Daw din lar da Jañ !

Me meus un', ya, zo deut…

Us(e)t ahe un tamm, ar re-he ya ba'n douar !

Ya

Me(d) ma hi(ni)-me, kàer oa skoiñ war'nèoñ, me lar…

Ah ya ! Neuhe ar re ne(v)e, ar re ne(v)e zo leden ahe !

Ya-ya !

– Ya hag an troad a ra droug da, a zirusk an…

An… Ah ! N'é ket

– An doworn un tamm

An troad oa flour

An troad, ya

An troad oa flour !

– Ah ya ?

Ya-ya ! Flour oa an troad

Oh ma heñi-me zo un' kozh, n'ounn ket pe-geid so

Petram ma mïe ka(v)et un' bennaket da lemmañ 'nèoñ pe un dra m(e)nnaket, un dra m(e)nnaket (v)o daw 'h o(be)r dèoñ !

Yao, ba… Klask ba Sant-Herbod, po kimed klask 'e 'benn-(d)eryow

Ya ! Me oa choñj an dra-he !

Beñ vo gwraet en-dro dèoñ

Ka(ss) 'nèoñ, ka(ss) 'nèoñ ganin-me ! Da lemmañ ga(v)in ket, me(d) matreh(e) un' kozh ga(v)in !

Ya ! Justamant, ya !

Un' kozh

Ya

Un' 'e ya, un treñch kozh

Ya-ya, oh ! Me(d) voien po d'ober en-dro dê, ya

Ya

Hag matrehe ga(v)efet, ya

Chañ Barazer, me(d) àrlene oa-ñw ket bet ga e boutik !

10/07/2017

Sakre difer's so !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba Plonee gad ur paotr 'zhpenn pemzeg la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/161702027



– A-raog i(v)e viche, beñ klevet ataw istoriou tud 'n-em gannañ

Ah ya !

– Ha traou gis-se, gwelet peus ? Pe-naos oa ket…

Oh ! D'ar mar(e)-te meus ket bet gwel(e)t keme(nt)-se

– Bandennou tud pe…

Ya, an dra-he…

– Deus 'n eil gêr, 'n eil gêriadenn d'egile, pe d'heben

Ya-ya ! An dra-he meus ket bet gwel(e)t keme(nt)-se (aha)naon heñ ! Oh ! Trous vise, sur 'ha ! Hag an dud teue, pé vis(e) tud vew d'ar mar(e)-te mem-mod 'ta ! Vis(e) ev(et) kalz chistr d'ar mar(e)-te ! An dra-he oa ar boesson aneet ar mignañ, gwin oa ket keme(nt)-se oll ! Hag a rom vis(e) 'e hag a koniak vis(e) ba'n arbel, med re, ar re-gozh ga(v)e mad ar boesson kreñw ! Me meus ket bet karet gwech e-bed keme(nt)-se ar boesson, evet meus bet 'velt ar re-all 'e 'benn, ba un assamble bennaket mo(d)-se, me(d) pass d'ond mew ! N'oun ket… Nann, me joñje ma un dra mennaket da lar(e)d c'hoazh ahe his-se, me(d) meus ket joñj kin pe-seurt sujed oa-ñw damaig, brem(añ) meus ankoueet…

– Istor chikan 'tre an dud

Oh ya ! Oh ! An dra-he vis(e) ! Me(d) brem(añ) é, n'é ket dram é… An dud oa, an dud 'n-im renke gwelloc'h (me)mes-tra d'ar mar(e)-te 'vi(d) a regn bremañ, dam vïe daw dê 'n-im joukour d'ober devechou bras, vïe daw dê 'n-im joukour c'hoazh d(a) zorn(añ) ha d'o(be)r toud ! Hag ar vugwal(e), memes, oa mignoc'h sympathiques 'e 'vid eint bremañ. Bremañ, bremañ zo re-yowank, ar memes, memes kêr ganoc'h hag a sterd é dê lar(ed) boñjour ! An dra-he vé daw dê digoriñ o ginou 'benn lar(ed) boñjour ! Hag ar re-he mo(d)-se lar nintra ! Brem(añ), brem(añ) (e)ma mo(d)-se ! N'é ket, sellont ket deuhouh 'vid passeial 'han(o)h war an hent ha kar gwech-all vïe lar(e)t boñjour mignoc'h 'vid bremañ ! Toud ar re-yowank ! Ha 'h eent d'an tïer-all hag da c'hoa(r)i ha-toud… Ha brem(añ) (e)ma ket an dra-he kin ! Set(e) n'é ket… Heh ! An dud 'n-im gav, ka(s)i-sur, re ! P(e)tram gav dê eint gwelloc'h 'vi(d) ar re-all

– Med pe-naos viche savet ar vugale neuhe 'keñver beañ seven ha poli ha-toud ba'r gêr neuhe ?

Fei ! Ar re-he vïe sa(v)et, ar vugwal(e) vïe sa(v)et sempl a-walc'h heñ ! Gwech-all

– Med ma viche bet lar(e)t gant, gant da dad 'è : « Kê da ziwoull ar saout ! » Ha te pa, daoust ha kredet piches lar(e)d nann ?

Ah ya ! Oh, oh nann 'è da… ! Discipline oa mignoc'h ar mo(d)-se heñ ! Me(d) oh neuhe, kont(an)t, me vïe kont(an)t d'ond hag ar re-all, ka(s)i-sur, vis(e) 'e hag alïes vïe, ar saout vis(e) ba un tu hag re un'-all oa ba'n tu-all, ar re-he 'n-im ga(v)e, paotred-saout p(e)tram mitichen-saout, ar re-he zigouee. Me(d) amañ oa bet gwraet un taol c'hoazh, ma'hat me oan ket, me oan ket ahe his-se (aha)naon oan 'è ha oain 'tiwoull ar saout ba'r prad 'e hag a, n'ouoh ket pe-seurt mod nagn gwraet ? Ar re-he oa, un tamm ferm bihen oa-i hag aet da lakad mé saout ba prad un'-all ! Ha an heñi-all na… Me(d) n'ounn ket pe-sort mod larin an dra-he doc'h… I saout oa aet da làerezh ba prad, ba ur prad d'un'-all ! Ar re-he nagn ket kalz (a) zouar 'nê, setou ar re-he na ka(v)et dïaes oa peur(e)t o brad, o saout dê oa aet-barzh ! Me(d) hègn na tenn(et) o saout maes ha lak(e)t ma re ba o blass, sete nign oa tapet, nign oa tapet coupables ! Pugur nign, fei ! Me(d) ar re-m(añ) oa traou dê goud(e)-se 'vid kontant(iñ) dê kwa ! Kar oa ket gol vat an dra-h(e) ! Me(d) gou(de)-se un' deus re oa bet 'h ober na lar(e)t, na lar(e)t dé, da ma breur pet(r)a nagn gwraet, pad ar bresel ma'hat oa an dra-h(e), pe-seut mod neugn gwraet : Na laket e, tenn(et) e saout maes ha laket mé re da ramplass 'nê dam din d(a) ve coupable, dam domp d(a) ve coupables ! Mo(d)-se oagn ka(v)et, fin oagn heñ ! Ah ya ! Gwraet vis(e) trukou (me)mes-tra ! Of ! An dra-he oa ket gol grav (me)mes-tra…

– Med an dud 'n-em, 'n-em renke dre-vras, pugur oant oblijet mad d'ober kwa !

Oblij(et) oagn d'o(be)r dam ve, e santer goude neuhe vanke kalz tud d(a) zorn(añ) ! 'R wentér(e)s, pe ur wentér(e)s pe diw en-dro ha 'n hijér(e)s vïe daw troïñ dèi neuhe 'vid dorn(añ) dre-geseg c'hoazh gwech-all. Ahe oa an dornér(e)s, oa ket raog, oa prenet a-raog ar bresel, un tamm mat a-raog ar bresel. Traou oa, goud(e) ar bresel pevarzeg oa-hei prenet, ka(s)i-sur, me ma ket bet gwel(e)t prenañ 'nèi (aha)naon hag a vis(e) stag(et) ar c'heseg d'ar c'hulier 'vi(d)… Ha vïe dorn(et) ar mo(d)-se ha vïe rôet dê, vïe gwraet ur, ur pos dre-var(e) ha vïe rôet un tamm kerc'h d'ar c'heseg ha goud(e)-se 'h eer en-dro (a)darr(e) ! « Lak ur c'horn-putun » vé gwraet deus an dra-h(e) ! Hag a pé vïe da 'h aretal ar c'heseg vïe laket un, un torch ba'n dornér(e)s, hezh ree fouuuu-vouuuu !!! Hag ar re-he ouïe duzhtu pet(r)a oa an dra-h(e) ! Ha neuhe oa ket moien da lak anê d'ond war-raog kin ! Setou oa daw aretal, aretal toud kwa ! Hag a neuhe, neuhe oa… Neuhe kalz tud oa, me(d) sterd walc'h oa heñ ! An dra-h(e) oa kalz, kalz labour vïe ga'n eost d'ar mar(e)-te ! Troc'h anê oa labour ha cherr 'nê goud(e)-se ha 'h o(be)r bernien war 'r leur hag eñstal(iñ) an dornér(e)s 'vi(d) dorn(añ) 'nê ! Ha bremañ vé gwraet, vé ket daw be den e-be(d)… Ur bla(v)ezh oa oan ma-hun ahe, oa dorn(et) an traou (me)mes-tra ha just so bet un int(e)rramant ha me oa aet d'an int(e)rramant hag oa an dorn(añ) toud pé oan deut d'ar gêr ha sete n'é ket tamm (e-)bed héñvel kin !

– Ha pet(r)a ra deoc'h pa bremañ vé gwraet, c'hwi oar, pardoniou lec'h ma vé dornet gis gwech-all kwa heñ ?

Ah ya !

– Petra ra deoc'h gweled an dra-he en-dro ?

Ya, oh ! Me(d) ya ! Me(d) lar zo, zo kalz cheñchamant ! Pet(r)a larin kin ? Kalz cheñchamant ! Re, re-gozh ma teufent war an douar en-dro ha gwel an dra-he vefent eston(e)t ! Gwel pe-seurt mod é brem(añ)… Teus kement rikou zo toud bremañ, eürusamant zo rikou, kar mod-all… Mod-all vïe ket bet gall(e)t raog, ma vïe bet darc'h(et) ar mod gwech-all vïe ket bet hanter-dud war ar c'hampagn, vïe ket bet hanter ! Pugur ahe oagn kalz hag ahe oa ga'r lon(e)d vïe labour gate ! Ha ar c'heseg vïe pilet lann dê, d'ar mar(e)-te, pet(r)a… Ha pad pell goud(e) ar bresel c'hoazh vïe pilet lann dê, diw wech 'zhpenn vïe rôet lann dê ! Hag an dra-he hag un tamm pitrabes hag a ga'n dra-he reent, wechou vïe rôet un tamm foenn dê. Ha ma vé sterd(et) war'nê 'o rôet un tamm kerc'h bennaket dê ma vé reizh d'ober ar c'hal(a)-goñw, me(d) mod-all… Ya ! Sakre difer's so hañ !

09/07/2017

An hini zo gouest d'ober treig a zo gouest d'ober bouteier 'è

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, assames oan deut ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.



– Ur wech ta laret ta ur saro brizh

Ah ya !

– Pet(r)a sinifi an dra-he, brizh ?

Beñ…

Ah bah ! Ur saro brizh, ar re-gozh a lak ur saro brizh, oa distrouilh !

Ya

– Ya, distrouilh, ya

Heñ !

Beñ hag oa fleurisset pe barrennet kwa !

Ya !

Oh ya !

Pas unis quoi !

Pas unis, pas unis…


– Ya

Brizhadennou, c'est mesket kwa ! Mesket

Ya-ya-ya-ya ! Ya, gwich-all pugur vije o saroiou du ga an dud, sell…

Oh ! Med an dra-he vïe lous dizhtu !

… Ar re-yowank a lakee ur saro brizh neuhe, « oh daon ! Houm(añ) oa ur saro brizh ganti » vije laret, heñ ya !

Ya ha « houm(añ) zo un tamm grannoc'h 'darr(e) », vije laret

Ya, just a-walc'h, ya

– Un tamm 'vel viche kalz ba'r blavechou deg-ha-tr(i)-ugent kwa !

Oh…

– Saroiou brizh

Yao ! Ya ! 'Benn-neuhe vije, ya !

– Beñ toud oa brizh d'ar mar(e)-se !

Ya !

Ya-ya-ya ! Ha toud…

Me(d) daon ! Gwich-all gozh…

– Ha memes an tapissou war ar mogeriou toud…

Ha toud an dud vije saroiou gate, ya

Med gwich-all gozh ar merc'hed vije saro du gante toud

– Ya

Vije gwel(et) (ne)me(d) ur saro du petram un tavañjer du pe…

– Hag ar chemisetenn, ar…

Ya

– Ar jemejetenn

Ar jemijetenn ha neuhen ur vrozh du kwa ! Un tavañjer du…

Hag ur l(o)erou-gwlan da-beked penn da zowlin

Ya

Ga ur pezh elastik…

Ledan ahe

… Ledan ahe warne

Ya, ya-ya-ya ! Ar mo(d)-se oa, ya

Hag o zreig ba'h ur boutou la claque !

– La claque, ya

Ya hag ur boutou golôet vije ga kalz !

Ya, ya ga'r re-all, ya

– Ha petra é ur boutou golôet ?

Oh ben avec un couvercle en, en…

Ah ben en caoutchouc là

Non, pas du caoutchouc

En cuir

En cuir !

– Boutou-koat é ?


En cuir

Oui


Ya

– Boutou-koat, me(d) ga…

Boutou-koat ga ur golo, ya

Ya, gad…

– Ga ur golo ga lèr kwa !

Ya

Ga ur choukenn !

– Ur choukenn

Choukenn en lèr !

Ur choukenn

Ya

Choukennou

– La panoufle quoi…

Me(d) gwich-all an dra-he oa deut, p(a) oa deut ar mod vije lar(e)t : « Oh ! Houm(añ) oa ur boutou golôet gati »

Ya

Hola ! Houm(añ) vije ur…

Ah ya ! Houzh so gran !

Houm(añ) oa ur… Gran ! Ya

Ya

– Ah ya ! Pet(r)a vije gwraet deus ar boutou, pugur ar boutou-koat, be oa beb-sort mod

Ah daon ya 'ha !

– Deus ar parrechou hag amañ barzh Skrigneg oa ar boutou-koat 'vel fri ar pi-moc'h

Ya !

Ya !

– Ha pet(r)a vije gwraet deus ar boutou-koat ? Nagn ket un hano ?

Nann…

Nann

– Pugur ba du-mañ ar boutou-koat oa…

Ur penn rond dê ?

Moan o beg !

– Ya, ya-ya 'vel…

Mo(d)-se 'ha !

– 'Vel ur flech

Ya-ya !

– Hag amañ, amañ oa…

Lec'h homañ 'velt ur vri pe-moc'h

Ya, 'velt ur vri pe-moc'h, ledannoc'h a vije

Ya

Penn ar votes kwa !

Ma zad a ree bouteier-koat demp ken vijemp ket 'vid sklejañ 'nê

Nann, kar pounner vichent…

Ken pounner 'vel vijent…

« Daon 'ha ! » Lare un' daoñ, « Yves, daon ! Te heus gwraet ar, ar boutou-koat-se ! »

« Beñ choñjet oa, meus me oa aet a-bred ma-hun, pudur me, pa 'h een ba'h ar boutou, ar re-he a zelc'he 'ha(n)on da saw ! »

Ah beñ ya, 'n i saw !

« Ken pounner 'vel a oagn ! A zelc'he 'ha(n)on »

Me meus bet klêet an dra-he

Daon ya !

« A zelc'he (a)ha(n)on-me ma… »

Ya

Ya

Solud walc'h ar mo(d)-se

« Daon ! » A lar ma zad, « 'velkent an hi(ni) zo gouest d'o(be)r treig zo gouest d'o(be)r bouteier 'e ! »

Ya 'ha !

Kompren a res

Me(d) da dad 'n-om lakee d'o(be)r toud, houzoh walc'h

Daon ! Ma zad neus 'n-om lakeet d'o(be)r toud hañ !

Daon ya !

08/07/2017

Pêo ar gouel-Mikêl

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deuet oan da wel 'nê assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
T.
A.



– Hag ar gouel-Mikêl

Ah !

Ar gouel-Mikêl

Ar gouel-Mikêl, ya

Ah ya ! Ar gouel-Mikêl : « Deivezh ar re-bowr » a vïe gwraet deus an dra-he

Ya-ya ahaha !

– Me(d) kalz, deus pezh ma klêt 'e, kalz a'h ee-kuit a-raog, a-raog gouel-Mikêl just a-walc'h

Ah beñ…

– Kuit da bêo kwa !

Kuit da bêo, ya

Ah ya ! Oh ya ! Me(d) oblijet vïent da bêo (me)mes-tra heñ !

Oh ya ! Oh ya !

Hum !

– Ya, me(d) lod a'h ee da, roud toud gad ar…

Ah ya !

Lod yee-roud matre[sse]

Pell matresse kê !

Ya-ya, mo(d)-se

– Ya-ya ! Pelloc'h kwa ! Ga, gad…

Ah voilà ! Ah ya !

– Gad o lon(e)d ha-toud ha…

Ah ya ! Ah ya ! Ah ya, ar mo(d)-se ya !

Ya

– Lod a bêe 'n-ur, 'n-ur diw wech pe teir gwech

Ya-ya ! Aessoc'h dê pêo kwa !

Ya-ya ! Sur 'ha ya !

Ya-ya ! Ma vé gwraet, ya

– Matresse a zepande deus ar mestr ?

Ya, mechañs 'e, ya

Ya, voilà ! Lod deuh ar mestrou oa, oa…

Ah ya ! Oa moien gate, ya !

'N-om renkañ gate

Ya

Ya-ya !

Ya

Ha lod, lod nann…

Oh nann, me(d) lod-all é nann…

… Reent ket forz (ne)med in o arc'hant kwa, ya

– Med amañ ba Plonee oa kalz merourien pe… ?

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya ! Oh ya !

D'ar mareou kozh, ya

Oh ya !

D'ar… Oh ya !

– Tud perc'hen oa ket ?

Tud ?

– Proprïeterien

Ah yao !

Ah yao ! Ah yao

Yao-yao-yao ! Yao-yao !

Yao-yao !

Oh ya !

Oh yao !

Ah ya-ya-ya !

Oh yao ! Be oa 'e, ya…

Oh ya !

Oh bremañ…

Me(d) kalz deuh ar re-he neus bet gwerzhet 'e sè 'Tin

Ya-ya !

Gwerzhet o douar

Brem(añ) n'eus kime(d) fermou bras kin

Ya ! Partoud, partoud, ya, fermou bras toud !

Ya, Guillaume Carot meus bet klêt lar(e)d lar e dad-kozh, heñw na bet klêt e dad-kozh lar(e)d lar « un deiezh vise deut ha parres Plonee vïe ket bet (ne)med diw barres, un' peb tu d'an ilis »

Oh !

« Un' peb tu, un' peb tu d'ar c'hloc'h ! » Lare-heñw

– Ah ya ?

Diw ferm sè 'Tin !

Diw ferm, ya

– Ya

Diw ferm…

– Ya, n'é ket an dra-he é bremañ ?

Ya fei ! Tostaad a ra !

Oh ! N'é ket, tostaad a ra, n'é ket mad-tre, med…

Tostaad a ra !

… (E)ma ket pell heñ !

Hum !

(E)ma ket pell, nann

– Oa bet fin a-walc'h deus e mod kwa !

Ah ya !

Ya-ya !

– Pugur drol é heñ ! 'Benn ar fin bremañ teu an traou da ve brassoc'h, brassoc'h, brassoc'h toud

Ah ya-ya-ya-ya !

Ah ya-ya !

Ya-ya !

– Ha gwech-all, deus pezh ma klêt, vije diviset kalz an traou, partach(et) toud ar parkeier

Ah ya-ya ! Ah ya-ya-ya !

Ah ya ! Ah ya ! Ah ya ! Me(d) bremañ nann. Lec'h (e)maint kime(d) dow vugal(e) c'hoazh, c'hoazh matrehe, me(d) lec'h e zo tri heñ ! An heñi jome ba'r ferm, n'é ket gouest… N'o ket gouest morse da roiñ e lod da, d'e breudeur ha d'e c'hoarésed

Oh nann-nann !

Heñ ?

Nann

Oy !

– Daw vo dê mond pelloc'h kwa…

Oh beñ voilà !

Oh ya ! Ya

Ah ya !

Ya

– Ha d'an heñi koshañ pe d'an heñi yowankañ vije rôet an alïessañ ?

Ah ! D'ar paotr koshañ 'naoñ vïe gwech-all

Daoñ, ya-ya !

Gwech-all ar mo(d)-se !

Ya-ya ! Ah ya !

Oh ! Brem(añ) n'eus ket kaochou deus an dra-he kin !

Oh nann ! Oh nann !

Me(d) gwech-all an heñi koshañ oa…

Prïorite dèoñ kwa !

Ya-ya ! Ar re-all nagn kimed 'n-om zimerd kwa goude-se !

Ya-ya-ya !

– Me(d) an dra-s(e) zepand deus ar c'hornachou, kar ba serten kornachou vis(e) ràet da, d'an heñi diveo

Ah matresse

Ah ! Matresse, ya

Matresse ya

Matresse, ya, ha hallev be matrehe ya

– Me(d) ha lod, deus pezh meus klêt, a zepande 'e deus ar re oa dimeet, ar re oa dimeet…

Ar re a yee-roud kwa !

Ah ya ! Ya-ya !

– Ya, a'h ee-roud

Ah ya ! Voilà !

– Ha an heñi oa ket dimeet jome ba'r gêr

Ah beñ voilà !

Ya-ya ! Voilà ya !

Ya-ya ! Ya-ya !

Ya

– An heñi divé oa dimeet just a-walc'h

Voilà !

– Ya

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h an heñi jome ba'r gêr just a-walc'h ? Pennher vis(e) lar(e)t ?

– Ur pennher ?

Ah ! Pennher !

Ar pennher, ya

– Ar pennher


Ah ! Ur pennher, « ar pennher » vïe gwraet

Ah ya

Pennher ha pennhéres

Ya-ya

– Nann, med n'é ket an dra-he é pennher, ur pennher…

Ur pennher ?

– Pa vé…

Ur pennher é an heñi zo 'naoñ i-hun kwa ! Ha n'eus ket…

– Ah ya ?

Nann


– Ya, pé…

Ur pennher

– Med 'vid ar wech toud kwa !

Ya, ya

– Heb breur na c'hoar

Ya-ya voilà ya !

Ah voilà ! Voilà !

Ya-ya ! An dra-he oa ur pennher, ya

Ya-ya !

Petram ur bennhéres kwa ! Ma vise ur verc'h, ya

Ya-ya-ya !

– Ha deus pezh vije laret gwech-all, ma mamm neus klêt an dra-he 'e : Ba Boneur n'eus kime(d) pennherien ha pennherésed

Ah matresse !

Ah matresse 'e ya !

Matresse, ya, matresse

– Pugur oa kime(d) familhou bihen ha…

Ah oui !

Familhou bihen, ya

Me(d) be zo familhou mo(d)-se heñ !

– Ah ya !

Be zo familhou mo(d)-se, ya ! (Me)mes-tra gwech-all oa kalz familhou bras !

Oh ya !

– Ya

Oy ! Familhou bihen oa ket kalz gwech-all, nann

Oh nann !

– Me(d) ar bennherésed oa, oa klask war o lerc'h

Ah !!!

Ah ya ! Pugur oa traou d'o heul, c'hwi oar walc'h

Ya ! Ya-ya-ya !

Aha ! Ah ya !

– Med lod memes, ma klêt, a ree ur listenn d'o, d'o mab, ur listenn ga piw mond

Ah ! Ah fei ya-ya !

Oho wei yayay !

– Toud ar pennherésed oa ba'r vro kwa !

Ah ya voilà !

A oa digentañ, ya

Voilà ! Wei !

– C'hwi oa, oa ket gwraet ur listenn dec'h ?

Ah nann, ah nann !

Ahahahaha !

Ah nann ! Ah nann !

– Peus bet droad da, da choas ar…

Ah nann !

Oyowyowyow !!!

Ah nann-nann !

Be oa ur bennhéres ba'r c'horn amañ memes-tra kwa !

Un' binvidig, un' pinvidig ya

Thérèse, ur bennhéres binvidig, ya

Ah ya gast ! Oh ya-ya, be oa ! Ha na ur bern tïegechou heñ ?!

Ya !

Holala ! Ha pé teue ar merourien da bêo ar gouel-Mikêl vïent pedet, vïe laket o sul(v)ezh dê ha vïent pedet da zond d'o lein, da zeb o lein

Ah !

Ha gou(de)-se pé vïe debet lein, pep-heñi d'e dro bassee ba'r buro (a)ssames ga'r mestr !

Ah ! Apala ya ! Da bêo, ya

Pugur lod oa gouest da bêo, lod-all oagn ket

Lod-all oagn ket kwa ! Ah ya

Med ouïeh ket, pugur pep-heñi d'e dro bassee

Pep-heñi, nann-nann, voilà, ya

Me(d) ar re-he zo gwerzhet kalz deuhoute bremañ 'e, c'hwi oar walc'h, an tïegechou-te !

An tïegechou zo gwerzhet, ya

Holalalala !

Ya, ya

Oh ya !

Ya…

07/07/2017

Ar prisacher essêe lak an dud dakor

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya, ya

– Me(d) hemañ ree war-dro i jardrin c'hoa(zh) ?

Un tamm a ra 'è, ya-ya !

– Ah ya ?

Un tamm bihen ra 'è ! Ya ! Ya, ya-ya ! Ya, me(d) ar gis-se matresse 'serr, 'serr labour(a)d un tamm 'e 'h a gwelloc'h an traou brem(añ), matresse !

– Ah ya !

Ouais
, 'n-ur chom d'o(be)r netra n'é ket, n'é ket gwal…

– Nann-nann !

Gwal vat 'e ! Gwel a res ba, pé ves, pé 'h es ba les maisons de retraite ha vé ur bern, rôet ur bern kachedou dê, ur bern, ur bern, ur bern louseier !

– Ya-ya-ya ! Ya, an dud teu foll !

Ya ha blam ar re-he, d'ar re-he d(a) jom, (da) jom plass 'è ! 'H ent ket da, maes na nentra (e-)bed kwa ! Nann

– Me zo bet 'wel tud ba'n Uhelgoat !

Ya !

– An ti bras ahe !

Ya !

– Hag an dud gav hir o amzer !

Ya !

– An dud jom di-rag an tele ha…

Ya, beñ ya-ya, ya !

– Echu !

Oh ! N'ouont ket petra d'o(be)r, nentra kwa !

– Nann-nann-nann !

Nann, nann-nann, nann ! Nann, me(d) an dra-he zo kaos vé rôet ur bern louseier dê, dê da gousked

– Ya-ya

Ha traou-all kwa ! Ya ! Ouais ! Ha 'benn ar fin vé chaviret o damm, o damm… Ehehe ! O damm penn gate !

– Ya

Ga'r louseier kwa ! Ma ! Mo(d)-se (e)ma heñ ! Mé mamm-gàer zo bet ba Uhelgoat ahe, me(d) mé mamm din-me oa ba'r C'hastell-Neve ! Hei oa foyer logement oa …

– Ti ar retred zo ba'r C'hastell-Neve ?

Ar C'hastell-Neve zo 'e ! Dow zo heñ ! Ya

– Ah boñ ?

Ya … « EHPAD » hag … « Foyer Logement » kwa !

– Ah ya

Ya. Bras é memes 'è ! Oh ya ! Ene zo ur bern tud 'è !

– N'yon ket alïes d'ar C'hastell-Neve !

Nann ! Ah nann-nann ! Nann-nann, nann, nann, me(d) memes ba, barzh, barzh Ploneve zo 'e !

– Ba Kastellin ! Amañ ba…

Kastellin, ya, ya !

– … Montroules sur a-walc'h

Ah ya ! Montroules so dow pe dri, ya

– Ya

Ya, Montroules, ya ha Kareis so dow bennaket, dow pe dri, ya. Gwech-all jome an dud ba'r gêr 'e pé vïent e(rr)i kozh, me(d) bremañ vegn kasset-kuit kwa !

– Ya-ya !

Ouais ! Ouais
, mo(d)-se vé debarasset ar jeu kwa !

– C'hwi peus ket c'hoant da vond d'un ti ar mo(d)-se ?

Oh nann ! Nann

– Nann-nann

Nann, nann

– C'hwi zo mad amañ !

Me 'o mad da lakad ba'n toull ur wech bennaket 'e ! Da, da zev(iñ) 'n-hi(ni) é ! Vin ket, vin ket laket ba'n toull 'e ! Nann-nann !

– Nann !

Me vo devet ha echou kwa ! Mo(d)-se vo peuc'h deusoutoñ !

– Hag ho mab-pihen zo amañ ! Gwelet meus 'nèoñ !

Ah ya ! Ya, heñw, heñw… E dad so ba'r c'hreiste du-he hag e vamm zo o labour(a)d, hete…

– Kreiste Frañs ?

Heñ ?

– Kreiste-Frañs pe kreiste-Breizh ?

Ya ! Du-he, war kreis, kreiste, ar c'hreiste, ar c'hreiste ar Frañs du-he ! Ya-ya-ya, ba le Gard !

– Ah ya, n'é ket kreiste-Breizh !


Nann

– Nann

Ah nann-nann-nann-nann !!! Nann, nann, an dra-he zo…

– N'é ket Kemper !

… Zo pell ahane ! Ya, hete diw, diw wech ar bla 'h a da wel e dad kwa !

– Ah ya

Mod-all vé, vé ga e vamm, me(d) e vamm zo o labour(a)d ha' gav hir he amzer ba'r gêr, ar mo(d)-se teu da di an ta(d)-kozh kwa, ya !

– Ha oar ket brezhoneg ?

Euh nann, neus ket bet desket 'naoñ gwech e-bed nann

– Ah nann

Me(d) mé bugal(e) reent ket 'e, ar wreg ouïe, goûd a ouïe un tamm 'è brezhoneg, me(d) gaosee ket kwa !

– Ah nann ?!

Gaosee ket brezhoneg, nann-nann, nann ! Hag ar mo(d)-se ar vugal(e) negn ket bet disket brezhoneg 'e kwa !

– Ah nann

Nann

– Gaosee ket brezhoneg (e-)bed ganoc'h ?

Euh nann

– Nann ?

Nann, me(d) ouïe ket, ouïe ket brezhoneg mad ! Hei oa deus Brest 'è !

– Ah ya

He dud dèi ouïe brezhoneg mé-keres kwa ! Hete na, na bet disket… oh !

– Ur ger pe ziw, ya…

Un tamm ga, ga… 'N-ur glêo ar re-all kaoseal kwa !

– Ah ya

Med pé ves barzh kêr n'é ket, n'é ket héñvel evel ba'r maes 'e !

– Ah nann, nann

Ah nann ! N'é ket héñvel, nann ! Nann hete, pugur gaosee ket mad brezhoneg, boñ euh… Vïe kaoseet galleg kwa !

– Ya

Ya, hete ar vugal(e) neugn ket bet disket brezhoneg 'e

– Hag amañ ba'r vro (e)tre ar parrechou vé diferañsou (e)tre, (e)tre…

Oh ! Un tamm bihen zo ! Oh ! Oh pass keme(nt)-se heñ !

– Nann

Be zo, oh ! Med un tamm zo memes-tra heñ ! Oh yeo ! Lod, lod ya ! Un tamm bihen zo kwa ! Ouais ! Surtoud ma, ma 'h amp 'treuss(e)g' ar vro-Bigoudenn, ahe gompreneh, ahe…

– Ya. Me(d) amañ ba Mene Are ?

Oh nann ! Oh nann

– Nann ?

A-peu-prè, peu-prè héñvel walc'h é ! Ya !

– Ya-ya

Oh ya !

– Héñvel walc'h é !

Ouais ! Oh ya ! Héñvel walc'h partoud, oh ya !

– Me gav é dïaes kompren tud, tud Speied ? Tud Speied zo dïaessoc'h …

Ya ! Me(d) ur, ur verc'h din zo bet (o) chom ba, ba Speied 'e ! Me(d) euh… Kompren mad a reen 'e ! Oh ya ! Ya. Meus bet kaoseet da ma, hei oa (o) chom war ar maes ba ur, ba ur… Meus ket joñj pe, pe-sort hano-kêr oa 'e… Ar re oa ba-kichenn a ouïe brezhoneg 'e ! Ya !

– Ah ya !

Hum-hum !

– Ha justamant meus, meus traou da houll ganoc'h !

Ah boñ ?

– Ya ! Anaoud a rit ar gir « kudenn » ?

Heñ ?

– « Kudenn » ? Amañ vé ket laret an dra-he ?

Yao !

– Ur « gudenn » ?

Yao, yao… Euh…

– Pet(r)a é ? Pugur, bremañ vé desket an dra-he d'ar re-yowank ha vé laret deo é « un problème » e galleg. « Ur gudenn é ? »

Heu … n'é ket !

– Nann ?

Nann-nann ! Nann, n'é ket ur problem é 'è ! Nann ! « Des problèmes » é mé-keres kwa ! Oh kouskoude meus bet klevet 'è, meus bet klevet an dre-he izhpenn ur wech 'è ! Ya !

– Me(d) lod lar é un dra, un dra kompliket kwa !

Ah matresse ya ! Ya !

– Un dra vé …

Ya, ya !

– Ya

Ya, an dra-he hall beañ !

– Med amañ, amañ vé ket laret an dra-he ? Gwech-all vïe laret an dra-he ?

Me(d) me meus bet klevet 'è ! Me meus bet klevet 'e, ya-ya ! Oh ya ! Me meus, me meus bet klevet tud lar(ed) an dra-he (i)zpenn ur, izhpenn ur wech 'è !

– « Kudennou » vïe laret ?

Ya. Me meus bet klevet lared 'è 'zhpenn ur wech 'è ! Oh ya ga(st) ! Ya. Matresse walc'h é

– Ya

« Des problèmes » é sur heñ ! Un', un' ha' neus, neus, neus… Teu ket 'benn deuh e jeu libr a-walc'h kwa !

– Pe-naos vé laret gad, gad ur frasenn, pe-naos vé laret ? « Un' neus kudenn » ?

Ya, ya

– Un dèn neus, neus poan 'h o(be)r un dra bennag kwa !

Ya, me gav din un dra m(e)nnag mo(d)-se ya ! Ya, ya, ya

– Pe-sort mod vé laret « un problème » justamant ?

Euh…

– Haha !

Euh ya, an dra-he zo un afer-all heñ ! Ahaha ! An dra-he zo un afer-all 'e, ya

– Un « dalc'h » ?

Matresse walc'h ya ! Kentoc'h, ya

– Ya, un dalc'h

Ya, ya, an dra-he é, ya ! Un dalc'h ya ! Pugur alïes vé laret « dalc'h mad ! » da… Boñ, ma heus des problèmes neus bet… « Tiens bon, tiens bon, tiens bon la rampe quoi ! » Hehehe ! Ya !

– Me(d) matresse vïe ket problemou gwech-all !

Oh yao ga(st) !

– Yao ?

Oh yao ! Hola yao ga(st) ! Oh yao ! Oh yao ! Oh yao ! Lod oa, oh ! Héñvel 'vel bremañ ! Memes…

– Ya-ya-ya-ya

… Kajimant gwashoc'h é, pugur vïe, vïe nentra, wechou lod oa, oa ket voien da zond 'benn deusoute mod e-be(d) !

– Gwech-all vïe gwashoc'h ?

Oh ya ! Oh ya kajimant, ya ! Ya. Me meus joñj, be oan, 'feñ me oan ket chom ba, me zo ganet ba, barzh Kermorvan ha gwech-all vïe, vïe ket temz laket war, war an douar da gaoud o yeot a-bred ! Ha vïe laket dour kwa ! Dour deuh ar wazh, ar rinier !

– Ah ya

Pé vïe dour ba'r rinier vïe pep-hini e dro da gaoud, da lak an dour war e lodenn blam da, d'ar yeot da ziwan founnus kwa !

– Ah ya

Ha lod a'h ee kreis an nos pé, na goude vïe ket o dro 'e, da cheñch plass d'ar men-glas, pugur ur men-glas vïe laket da gass an dour walc'h ha vïe béc'h hardi etre an dud !

– Ah ya !

Pugur 'n heñi, 'n heñi nije dour, dour fresk, dour deus ar veunteun, nïe yeot duzhtu da roiñ d'ar lon(ed) kwa ! Vïe, ar yeot teue 'è ! Founnus-founnus kwa ! Hete pep-hini oa, 'tresse oa, oa gwraet ur, 'vel, 'vel ur partaj (e)vid, da gaoud dour kwa !

– Ya-ya

Ha lod 'e oa tricheurs kwa ! Ya ha oa ket, oa ket, an dra-he oa gwashoc'h 'vid é, vïe, vïe béc'h 'tre an dud kwa !

– Ah ya…

Nentra ma vïe diwar-boues (???) kwa ! Ha wechou diwar-boues ur wachad, lod, pé vïe gwachet :

« Te peus kemeret mïoc'h ba da du 'vid ba ma du ha… »

Me(d) bet meus bet, joñj meus walc'h 'e vije ur, pe-sort mod vïe gwraet deusoutoñ ? Ur prisacher ! 'Vid esseiñ lak an dud dakor… Hete bremañ vé laret, petra vé laret deuh an dra-he bremañ, ur prisacher ? « Conciliateur » kwa !

– Ur « prisacher » vé laret ?

Ya ! « Prisacher » ya, vïe gwraet deusoutoñ ha, ha vïe un' (e)vid ur sekteur ar mo(d)-se kwa ! Ha heñw teue d'esseiñ lak an dud kuit d'ond en procès kwa ! Da, d'esseiñ lak an dud dakor ma, ma halle o(be)r ! Wechou, wechou vïe ket, vïe ket braw dond ! « Prisacher » oa an hano, ya ! Peus ket bet klevet an hano-se ?

– Ah nann-nann !

Ah boñ ! Nann. Yeo, zo « conciliateur » kwa !

– Ya

Ya, an dra-he é ya, ya ! Meus joñj heñw teue 'è ha memes tad-kozh ur c'hamarad din ahe oa ba'r gêr-all a zo 'h o(be)r, a vïe 'h o(be)r an dra-he ! E dad-kozh kwa !

– Ha memes ar vugale yee da, d'ar park e gis-se ?

Ah ya ga(st) !

– Da lakad dour 'è !

Ah ya ! Ah ya ! Oh lod, ya-ya ! Ar re, re-yowank kwa ! Oh ya ! Lod oa viss-fall ba o gorv heñ ! Ahahaha ! Ya-ya !

– C'hwi zo bet ?

Heñ ? Me ? Me, ah me ma ket douar heñ ! Ma dad a oa salarié

– Ah boñ


Ma dad oa tôer ha mé mamm oa kemenéres

– Ah ya

Ya, sete nin oamp ket ba'r jeu-te kwa !

– Nann, nann

Nann-nann, nann

– Me(d) c'hwi zo bet 'tennou mouded ?

Ah ya-ya ! Ah ya, beñ euh, oa ket, oa ket koat heñ ! Amañ oa ket koat ba Brennilis 'è !

– Nann ?

Nann, kar oa, nann-nann ! Vïe ket ha 'h ee, ha 'h eemp da dennañ moud(e)d ya, ya

– Ah ya. Pugur vïe drebet ar, ar gwe ga, ga'r saout ?

Oh ya, ya ! Un', emm a oa koat sete wechou vije gwraet ur « pilgoss », vije gwraet deus an dra-he, vïe troc'het an nec'h deuh ar wênn ha toud ar brankou ha goud(e) vé gwraet fagod ga'r re-s(e) da-houd(e) ! Fagod vé gwraet deuh an dra-he ! Hag ar brankou deuhoute kwa ! Vïe troc'het bep tri bla bennag pe ar mo(d)-se kwa !

– Ah ya

Hete nagn ket amzer d'o(be)r koat heñ ! Aha ! « Pilgoss » zo un hano mo(d)-se walc'h 'è ! « Têtard » mé-keres kwa !

– Ya, « têtard », ya euh … E-gis-se, ya !

« Têtard » evid ur wênn oa troc'het, troc'het ar beg deusoutoñ !

– Ya-ya-ya

Ha oa leun partoud ar mo(d)-se 'tro ar parkeier heñ ! Pugur ar fagod oa emm deusoutoñ 'benn da boahad traou d'ar loned, neuhe oa ket (???) da roiñ dê 'vel zo bremañ ha 'vid ur pi-moc'h vïe poahet pitrabes, petramant patates pe ur…

– Ya-ya

Sete vïe daw kaoud koat d'ober, sete oa ket (a) goat 'è ! Toud, toud vije implijet ar mo(d)-se kwa ! Sete vïe gwraet tan ga mouded !

– Justamant, un' neus laret din, ar revolussïon brassañ, amañ ba'r vro, oa ar Butagaz ! N'é ket an elektrissite na, nag an tele, nag ar radio…

Ah nann !

– Ar Butagaz neus cheñchet buhe an dud !

Ah ! An dra-he na gwraet, ya-ya ! Me(d) barzh du-mañ oa un' deuh ar re gentañ oa Butagaz, nôa, nôa gaz !

– Ah ya ?

Un' deuh ar re gentañ, ya ! Ma dad, ya ! Ma dad na bet gwel(e)t an dra-he lec'h-all, ka(j)i-sur, da euh… Ya-ya ! Un' deuh an tïer kentañ oa 'e, ya. 'Vel, me oa an heñi kentañ da gaoud an telefon ba kêr amañ ! Ya, toud an dud lare :

« Heñzh so penvidig heñ ! »

Hehehe ! Ar wech, ar wech oa laket an telefon amañ oa ar re-all nôa, nôa laket 'e kwa ! Ya, partoud kwa ! Oa ket telefon ba kêr pé oan deut kwa ! Pé oan deut amañ !

– Nann, pedavare oa deut an telefon amañ ?

Me, me zo deut am(añ) en 68 !

– Hag an elektrissite amañ ?

55, 55-60
… A-raog 60 oa un tamm bihen, me joñj… War ar poto oa laket 'è ! An date war'nê, pé oa gwraet ar poto kwa ! Ar re-he oa gwraet en 55, 'tro 55 pe ar mo(d)-se oa 'è. A-raog oan aet d'o(be)r ma goñje ! Pugur me oa aet d'o(be)r ma goñje en 59 'e, oan aet d'o(be)r ma goñje

– Ya hag an tele zo deut pell gou(de)-se

Ya, matresse 'è, euh ya… Me(d) be oa, a-raog oan aet d'o(be)r ma goñje oa hag ar wech kentañ ma gwelet an tele oa barzh Poullaouen, ba ur restaorañ gav din oa petram(ant) un otell ? Pugur neuhe oa ket a otoiou du-he d'ond 'vel zo brem(añ) da zond d'ar gêr, hete jomes da gousked ba-b(e)-lec'h vïes 'labour(a)d 'è ! Ha ene oa ar wech kentañ ma gwel(et) neuhe ! Me(d) oa ket tele 'vel, 'vel brem(añ) heñ ! Haha !

– Nann-nann

Nann, nann-nann ! Toujust di'g-añw anees an dud barzh kwa !

– Télé-réalité oa ket 'è !

Oh nann ga(st) !

– Toud an traou gis-se !

Oh nann ! Oh nann-nann, nann ! Nann-nann… Ha na, gwenn, gwenn ha du kwa ! Oa ket, oa keme(d) une chaîne kwa ! Un' ! Me(d) an dud jome digor o ginou selled deuh ar machin-te !

– Ah boñ ?

Ahahaha ya ! Ya, me meus joñj pé oan deut en-dro d'ar gêr da, deus o(be)r me goñje neuhe, deut deuh an Aljeri ahe, ma prenet un tele, gwelloc'h oa din be chetet ma mone ba n'ounn ket ba p(e)-lec'h ! Goud(e) oan ket 'vid mond da gousked, vïe toud an dud 'tond da wel an tele ba du-mañ ! Leun an ti ! Ha vïen lesket mond da gousked goude ! Da, d'an nos kwa !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog