26/06/2017

Petra oas à houll diganin damait 'n-ur zond ahe ?

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Pet(r)a oas à houll diganin damait 'n-ur zond ahe ?

– Euh ya… Amañ vé lar(e)t 'e : « Oh ! am(añ) n'eus mann e-bed da zïouered » ?

Ya !

Daon ma'hat !

Ya, pa vé ket mann e-bed : « Am(añ) n'eus mann (e-)bed da zïouered » kwa ! Ya

– D'ofrañ d'an dud ?

D'ofr(añ) daoñ kwa !

Daon ! Just a-walc'h, ya

Ah ya !

Ya-ya-ya !

– Ha pet(r)a pa lar(e)t damaig ? Drougintentañ ?

Ya : Drougintentet a meus !

Ah ya ! « Meus ket klêet mad » vé lar(e)t 'è

Daon ya ! Drougintentet

Ya, « drougintentet a meus » ya, ya-ya-ya ! An dra-h(e) zo « j'ai pas bien entendu » kwa !

– Ah ya ? Me(d) an dra-he n'é ket « kompren 'dreus » ?

Ah nann ! Ah nann

Oh !!!

Ah ! Beñ lod…

Ah eo ! Un tamm…

Eo, lod a lar se 'è

Ah eo !

« Komprenet meus a-dreus »

Un tamm é meh-mod ahe walc'h

Ya, just a-walc'h

Pé vé drougintentet : « Meus ket komprenet mad ! » Kentoc'h an dra-h(e) é

Ya, dre-am(añ) vé lar(e)t « komprenet mad »

Ya

Me(d) ba serten parrojou vé lar(e)t « drougintentet meus »

Ya-ya-ya…

– Pe matresse pa vé ket klêt mad ha vé ket komprenet mad war-lerc'h kwa ! N'é ket an dra-he é ?

Beñ matresse ya…

Pff… Beñ nann, alïes a glees ket mad pugur, houzoh walc'h, sell…

Beñ nann

– Me(d)… Ha lar(e)t a vé mod-all « peus-komprenet meus » ?

« Meus ket komprenet mad »

– Nann, med « peus-kompren » ? Un tamm 'vel « peus-yowank »

Ah ya ! « Komprenet a meus »

Ya ! Komprenet meus

– Nann, n'é ket mo(d)-se oa, euh… Lar(e)t a vé, lakomp : « Heñw zo yowank »

Ya

– Pe « heñw zo peus-yowank », peus ket klêt an dra-he ?

Ah ! « Peus-yowank » ! Ah ya-ya-ya ! Ya-ya !

Te heus bet klêet an dra-he ?

Ah ya ! Me meus bet klêt

Pet(r)a é an dra-he ?

Daon 'ha ! « Hemañ zo », ni lar « hemañ zo yowank » hag ba'h parrojou-all vé lar(e)t « hemañ zo peus-yowank »

– Me(d) n'é ket memes

Ah ! An dra-he ma ket bet klêet c'hoazh !

Eo-eo-eo !

– Me(d) n'é ket memes-tra heñ !

Nann ? Eo ! Memes-tra é

– Nann

N'é ket ?

– Nann, pass… C'est « relativement jeune », « n'é ket yowank-tre » kwa !

Hañ !

– Heñw zo yowank ha me zo peus-yowank !

Ahahaha !

– Ya, ya, just a-walc'h, ahaha !

Te heus komprenet !

Ah ya ! Ahaha ! Ya, 'vel lær(e)s, beñ be zo kalz a gomjennou hag a vé pass lar(e)t meh-mod barzh kement parros so toud !

Ah nann ! Ah nann ! Ah nann

– Me(d) an dra-he meus klêt ba parrochou lec'h vé lar(e)t « yowank » ha « peus-yowank », an dow vé lar(e)t kwa ! Me(d) vegn lar(e)t 'vid lar(e)d ar memes traou kwa !

Hañ ! An dra-he ouïen ket 'ha !

Ah nann-nann

– Un tamm 'vel « dibiñ » ha « peurzibiñ »

Peurzibiñ, ya

Oh ! Ya, « peurdibiñ, mond a rañw da beurdibiñ ma lein bremañ ! »

Ya-ya ! An dra-h(e) vé lar(e)t, ya

P(a) é aet ar re-mañ kuit kwa !

Ya

– « Peurdibiñ » vé lar(e)t ?

Ya !

Ya-ya ! Peurdibiñ, ya. Wichou pa teue tud, eh beñ vijes 'tibiñ hag a leuskes

Beñ a'h aretes kwa !

Ya

– Peurzibiñ

Beñ ya

– Echüiñ da zibiñ kwa !

Ya-ya

Pa vent aet-kuit a lær(e)s : « Bremañ 'h añw da beurdibiñ ma… » Heñ ?

Hum-hum ! « Ma lein », ya

Vije, oh ! Vije ket lar(e)t euh… Peur… Eo !

Oh eo ! An dra-he vije lar(e)t, eo-eo !

Lar(e)t a vije hañ ?!

Ya, pa 'h aretes vije lar(e)t

Ya

« Bon ! Brem(añ) 'h an da beurdibiñ ma lein »

Ya !

Pe « ma mer(e)nn » pe ar pezh a vije kwa !

Me(d) aboea zo keid-all zo, Jeanine hag a meump ket, meump ket joñj kin

Ah nann, meump ket joñj kin hag a-se a-wichou teu serten traou

Ya

« Ma ! Sell ahe, ma ket joñj deus an dra-he » ven 'choñjal ha 'greis-toud teu !

Oh ! Te oar kalz a draou 'ha !

Daon ! Me zo bet amañ dalc'h-mad, houzoh walc'h ! Sete mo(d)-se…

Ya, te zo bet ahe dalc'h-mad

Beñ ya !

Pa kaoseet dalc'h-mad ha…

Ha mamm-gozh vije ganemp dalc'h-mad

Ya, ya ! Ya-ya-ya !

Sell, pugur houm(añ) ouïe keme(d) brezhoneg, sell…

Daon ya 'ha ! Daon ya !

Me ziske kalz ganti, houzoh walc'h

Beñ ya !

– Me(d), me(d) me meus remerket un dra memes-tra, pé vé añrejistret 'n-om rentes ket kont alïes a-walc'h, me(d) dond a ra ur bern traou heñ !

Ya !

– Ha ma vije goull(e)t ganec'h pe-sort mod vé lar(e)t

A vije, a ouïchomp ket

– Ah nann-nann

Beñ nann, teuche… Teuche ket da joñj dit, me(d) goude teu da joñj kwa ! Ya

– 'N-ur gaojeal

Ya, ya

'N-ur gaoseal !

'N-ur gaoseal, ya

Ya

Beñ ya !

– An dra-he zigouev kalz heñ !

Ya

Ya

– Pet(r)amant war-lerc'h pa vé ket klasket kin

 

– Ah beñ ya !

Ya !

– Ya, teu en-dro, ya

Beñ ya !

Hañ ya !

– Ha neuhe « peurdibiñ ma lein » pet(r)a…

Ya

– Ha ma vé lar(e)t « peurechüiñ », lakomp zo un ti hag é poent peurechüiñ an ti

Ya, poent é echüiñ an ti, ya


Ya, ya

– Echüin an ti ?

Ya


– Me(d) « peurechüiñ » vé ket lar(e)t ?

Beñ nann ! Poent é…

Oh nann ! An dra-he vé ket lar(e)t 'vi(d) un ti !

Oh nann, « poent é echüiñ » vé lar(e)t pa vé pell-zo…

Pass peurechüiñ, 'vi(d) un ti vé ket lar(e)t an dra-he

Ah nann-nann-nann-nann !

– Me(d) « peurechüiñ un dra mennaket » vé ket lar(e)t ? Mod-all ?

– « Peurechüiñ ur labour » ?


Oh eo ! Matresse

Oh eo-eo ! An dra-he vije lar(e)t 'è

Heñ ?

Ya, « e(rr)i é poent echüiñ ar labour » ya

Eh, quand on a été interrompu quoi !

Voilà ! Voilà

– Pe mod-all ma klêt un dra-all 'vid ar labour, matresse peus klêt 'e, ba Plouïe meus klêt : « Rahet meus ar labour ! Rahet »


Hañ ! Meus ket

Ah ! An dra-he, nann, meus ket

– Rahet meus ar labour

Rahet ?!

– Ya

Ah nann-nann-nann !

– Fini, terminé le travail

Ah ya ! Amañ vé lar(e)t « echu meus ma labour »

Ya

– Ya-ya ha ba Plouïe vé lar(e)t 'e hañ !

Ya

Ah ya-ya !

– Me(d) an dow vé lar(e)t kwa !

Hañ !

– Lod a lar, moien zo da lar(e)d « rahet é ar labour ! »

Hañ ! An dra-he meus ket bet klêet 'ha !

Nann, nann-nann, me(d) daon ! Se zo kaos ar parrojou

Oh ya !

Gaoseent ket memes-mod toud kwa !

Ah nann-nann-nann-nann-nann !

Nann

Ha lod matrehe…

– Me(d) 'n-om grompren a ree an dud memes-tra

Ah ya ! Just a-walc'h, 'n-om gompren ree an dud

Ya

Ya-ya-ya !

Eh ! Pa vé bet klêet meur a wich memes komz, houzoh walc'h ha

Ya

– Dond a ra

Beñ ya !

Beñ, me(d) daon ! Vorz pegen ginoweg vent teuent da gompren ! Ahaha !

Teuont, teue da gompren memes-tra, ya !

– Med ur wech ta lar(e)t un dra din-me, Élise just a-walc'h ha Jeanine, matresse lar, lar ket memes-mod, gwelet vo… Am(añ) vé lar(e)t 'e « hegajet » ?

Ya !

– Hegajet ?

Hegajet, ya

« Me 'h a d'hegajiñ 'han(ou)t diwar-benn ur…

… Ur plac'h yowank !

… Blam ma gwel(e)t ahan(ou)t ga ur plac'h yowank, 'h an d'hegajiñ 'han(ou)t bremañ ! »

Ya

– Memes-mod vé lar(e)t ?

Ya-ya ! Ya-ya-ya !

– Peus ket klêt gwech e-bed « pistigañ » ?

Ah nann !

Ah nann !

– Nann ?

Nann

– Ba Plouïe vé lar(e)t 'e

Ah ya ?!

Ah nann-nann, an dra-he…

Oh bah ahe !

Nann-nann-nann ! Me(d) amañ vé lar(e)t « hegajiñ » kwa !

– « Hegajiñ » ?

Ya

Barzh Plouïe zo ur langaj hag a…

– Oh nann…

N'eus ket ?

– Nann-nann, a-wechou memes, ba-amañ ba Skrigneg meus klêt traou amañ

Ya-ya !

– Ha meus goull(et) ganes ha pa ket klêt

A ouïen ket, oh daon nann 'hat !

An dra-he ouïes ket 'è, nann-nann-nann

Oho ! Me n'ounn ket toud hañ ! Oh nann !

– Hegajiñ an dud pet(r)amant mond da stourm deus an dud

Ah ya !

– An dra-he né ket tre memes-tra pe… ?

Nann !

– Ah nann !

Ah nann ! N'é ket tamm e-bed meh-mod !

Nann, ah nann ! Hegajiñ, ça veut dire

– Taquiner


– Taquiner


Ouais !

Voilà !

­– Zo chentilloc'h kwa !


Voilà !

Ouais ! Ouais-ouais-ouais !

Voilà, le taquiner à propos d'une jeune fille

Ouais, d'une fille ou de quelque chose quoi

– Ya-ya, pe un dra b(e)nnag-all kwa !

– Ha pet(r)a vé lar(e)t neuhe pé vé gwraet, 'vel vé lar(e)t e galleg « des taquineries » ?


Des taquineries… ?!

Daon 'ha ! « Heñ neus, heñ neus takinet 'ha(n)on »

Attends…

– Ya, me(d) ga « hegajet » n'eus ket ur gomz-all ?

Me meus hegajet…

Nann, me(d) daon eo ! An dra-he vije lar(e)t « me meus hegajet hemañ-yowank »

Ya ! Ya-ya !

– Ya, me(d) « hegajerezh » pe « hegajadenn »

Ah… Oh ! Vé ket

Nann

– Pe « hegajiri » pe…

Nann-nann, « higajiñ » vije lar(e)t seulamant

– N'eus ket un hano kwa !

Nann

– N'eus kimed ur verb kwa ! Hegajiñ kwa

Ya-ya-ya ! Hegajiñ, ya-ya ! « Me ma higajet 'naoñ an di-all » vije lar(e)t kwa !

Ya

Me(d) daon ! Me welon ket (ne)med an dra-he

Mod-all vé ket…

– Me(d) mod-all ba Berrien vé lar(e)t « higennerezh »

Nann a'ha !

– Higennerezh

Ha (e)ma ket pell 'hann Berrien 'è, me(d)…

Nann a'ha ! Ma ket bet klêet an dra-he c'hoazh

Nann, ma ket 'è, nann

– Nann, « taquineries » memes-mod, ya

Nann

– An higenn zo « un hameçon »

Hañ… Oh eh ! Oh ! Hag un hi(n)kon ?

– Un hinkon ?

N'ouzes ket pet(r)a é un hi(n)kon ? Ahaha !

– Ah !

Ahaha ! Ya


Hemañ oar ! « Hezh so un hi(n)kon ! »

Ya

– Ah ! Matresse ne viche ket mem-mod !

Hañ !?

– Pet(r)a zinifi neuhe ?

– Din-me un hinkin a zo ur plac'h yowank braw


Ah n'é ket ! N'é ket ! N'é ket ! N'é ket…

Nann-nann-nann-nann !

– Ha tonius hag a oar-hi

Ah n'é ket ! N'é ket ! Un'… « Hezh so un hinkon ! Diwoull deus hezh ! »

Ya, hezh so un hinkon, ya !

Ya, un drôle d'oiseau !

– Un hinkin ?


Ya ! Un hinkon

Un hinkon, ya

– Pe ur lapouss, 'feñ pa vé lar(e)t « oh ! Heñw zo ur sakre lapouss ! »


Ya meh-mod é !

Ya meh-mod vé lar(e)t « un hinkon » vé lar(e)t hag « ur lapouss », « oh hezh ! Diwall deus hezh ! Hezh so ur lapouss ! » Vé lar(e)t 'è

Ya, hezh so…

– Ya, me(d) hezh so un hinkin

Ya


Hezh so un hi(n)kon ! Un hinkon !

– Ha pa vé kalz ?

Pff an dra-he n'ounn ket 'ha pa vé kalz a'ha !

– Oh ar re-h(e) zo…

Ar re-h(e) so, ar re-h(e) so, attends ! Pet(r)a vé lar(e)t pa vé…

Dow hinkon

– Ahahaha !

Ah ya-ya !

Ahaha !

Ah ! « Diwall deuh ar re-he, ar re-h(e) so… » Ah ! « Ar re-h(e) so hinkoned ! »

Ah ya ! Ya-ya ! Ya, hinkoned, ya

Ar re-h(e) so hinkoned

Ya

Metramant lankoned, houzoh walc'h

Daon ya !

– Lankoned 'e, ya

Ya-ya ! Lankoned so boessonerien !

Oh ! Ar re-h(e) so, ar re-h(e) so… Eh !

Ya

Ma mamm-gozh a lare se

Ya-ya !

« Ah ! Hezh so un hinkon ! » A lare

Ya, an dra-he vije laret kalz gwich-all hañ ! Hezh so un dèn hag a oa ket vrai

Nann

Ha lare « oh ! Diwall deus hezh ! Hezh so un hinkon ! »

Eh ! Ha ruset un tamm kwa !

– 'Velt ur lou(a)rn

Ya

Ya

Ya, me(d) se zo… N'é ket blam vije ken ruset-se 'è, me(d) c'hoant na da dap ar re-all 'vid beañ ginoweien ! Kompren a res ?

Ya-ya !

– Ya

Me(d) n'é k(et) ar re-he é an digourdïañ dalc'h-mad hañ !

Nann-nann ! Nann-nann ! Me(d) kaoud a ra dê…

Ya

… Eint digourdïoc'h 'vi(d) ar re-all !

Ya, aha !

– Lak ar re-all da 'n-om vankañ kwa !

Just a-walc'h, ya

Ya ! Just a-walc'h

Ya

– Un tamm viss-fall ba-enne

Eh ! Ar re-mañ n'ouzont ket fall ar brezhoneg

Nann-nann ! Oh ! Bet eint 'tiskiñ un tu bennaket, ahaha !

Eh ! Bet eint 'tiskiñ… Aha !

– N'ouzon ket ba-ti piw…

Ah nann ! N'ounn ket ti piw out, out bet, me(d) goûd a houz(e)s !

Me lar dit ar re-mañ n'ent ket fall heñ !

Nann-nann-nann !

Moien zo da gont ar gaos gate

Ya-ya-ya-ya !

Ahahaha !

Ya-ya !

09/06/2017

Tarchou du, brizhadennou hag istoriou fentus

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



– Pe-sort mod vé lar(e)t « un grain de beauté » ?

Daon ! Me n'anveen den e-bed hag a na an dra-he !

Eo 'ha ! Beañ zo forzig, forz… Daon !

Pet(r)a vije lar(e)t deuh an dra-he ?

Un tarch

Lar(e)t vije « un tarch »

Un tarch vije lar(e)t

Un…

– Un tarch ?

Un tarch-gwin vije lar(e)t 'e

Ya, vije lar(e)t, ya

– Ya, me(d) n'é ket, an dra-he n'é ket…

Nann, goûd a hounn n'é ket meh-mod

N'é ket meh-mod

– N'é ket, n'é ket ur c'hoantadenn é ?

Eo !

Eo !

An dra zo ur c'hoantadenn

Ya, ya-ya !

Ya

C'hoantadenn, ya

– Me(d) an heñi-all, ur greun pe n'ouzon ket pe-sort mod

Ya-ya ! Ya-ya !

Ya ! Un tarch du vije lar(e)t amañ kwa !

Ya

– Un tarch du ?

Ya hag un tarch-gwin, pa vije un' bras, 'vel…

Ya-ya-ya !

Lod a vije an hanter deuh o vass !

Ya !

Du wichou

– Hag an dra-he oa ar c'hoantadenn, just a-walc'h

Ya

Ur c'hoantadenn, 'n hi(ni) nije, 'n hi(ni) vije dougéres nije ket bet pezh a na c'hoant

Me lar dit ! Me(d) gwir é an dra-he gav dit ?!

A beb-sort traou ! Daon ! Me n'ounn ket… Ha lod-all lare a 'n-om ga(v)e dougéres pad hi reglamañchou

Ah boñ…

– Pad pet(r)a ?

'N-om ga(v)e dougéres pad hi reglamañchou, vije reglamañchou ganti. Gwich-all oa drol an traou ! Oas ket sañset da 'n-om gaoud dougéres ar mo(d)-se, me(d) daon ! Lod 'n-om ga(v)e !

Me(d) an dra-he zepand, an dud n'eint ket héñvel toud !

N'eint ket héñvel toud, nann

Heñ ?!

Nann, nann-nann !

An dud n'eint ket héñvel toud !

Beñ nann…

Beb-sort zo ha…

Beb-sort, ya. Beñ ya !

– Vé ket lar(e)t an amzeriou ?

Eo !

Eo ! Vé 'è, ya

Ya 'ha !

– Memes-mod ?

Med amañ vije lar(e)t « reglamañchou »

Ya

– Ya ? Kentoc'h kwa ?

Ya. Bon Denise a neus toud, hi c'hein toud, un tarch-gwin neus 'e

Ah ya ! Me(d) ma c'hoar 'è !

Ah bon ?!

Ma c'hoar na ur pezh tarch ahe his-se war hi c'hein 'è, just a-walc'h

Ya, ah beñ Denise neus 'è

Tu t'rends compte ?!

Ya ! Ha ma vije bet war hi vass oa ifamet, houzoh walc'h !

Daon ! Ahe, ahe oa un', barzh Kerouel Vian houzoh walc'h ha houm(añ) na ur pezh…

Oh fi ya !

Heñ ?

An hanter deuh hi vass 'ha !

An hanter deuh hi vass, kara ?

Oh ya ! Eh ya-ya !

Ya ! Hoñzh oa ket red dèi mond da, d'o(be)r… 'H o(be)r pet(r)a vent brem(añ) ahe his-se houzoh walc'h ? War o diwvrec'h ahe his-se

Ah ya !

– « Tatouage » ?


Ya

Tatouage !

Oa ket red dèi mond hañ !

Nann-nann !

Eh ya…

– Pe matresse blam da skoachañ

Oa ket kap da goach, pudur é…

– Re oa

Ya

Ken, ken livet 'vel a oa !

'Vel a oa, ya-ya !

An dra-he oa brondu toud paotr-kaezh !

– Brondu ?

Hag a… Ha machin na 'è…

Hañ ya !

Heñ na war, war i vass !

Ya, ya, heñ na…

Me(d) bah ! Heñ oa ket ken bras-s(e) !

Ha lod né war o vri ahe

– War o vri, ya

War o vri, ya !

Aha ! Hezh a zo, vé lar(e)t : Heñ neus lak(et) e vri lem oa ket sañset d'ond ! Ahaha !

Ahahaha ! Ya, ah ya !

Oh ! Hem(añ) (e)ma e vri partoud !

Ya, hem(añ) (e)ma e vri partoud

Ya, an dra-he, an dra-he vé gwraet « Mariann a bartoud »

Ya, just a-walc'h, ya, ah ya ! Ah ya ! « Mariann a bartoud » a lare, un' bennaket na lar(e)t, oa 'tond ba'n oto-karr !

Ya

« Sell ! E(rr)i é Mariann a bartoud 'è ! »

« Ah ! N'oun ket 'ha ! Barzh da rèr te n'oun ket bet c'hoazh ! » A lar


Ahaha !

« Barzh da rewr-te n'é ket bet ma vri c'hoazh ! »

Nann !

« Sete n'é ket bet partoud ! » Lar daoñ

Oa ket bet partoud, nann

Eh ! Sete oa tapet ! Ahaha !

Tapet oa !

– Alala…

Lod vije 'lar(e)d, houzoh walc'h, p(a) vent à kontañ deus lod : Hem(añ) (e)ma e vri ba e rewr !

Ya ! Just a-walc'h, ya

Eh ! Quand ils sont comme à la côte un peu quoi !

Ouais, ouais-ouais


Heñ ?

– Pe 'vel an heñi na respontet, na goullet : « Pe-lec'h out ganet ? »

Ya

Ah ya !

– 'Tre diwhar ma mamm !

Ah ya !

Ya ! 'Tre diwhar mamm, ya

Eh ! Mais toi tu vas devenir dissipé avec deux, deux personnes… Eh !

Me(d) daon ! Houm(añ) oa…

– Me(d) an dra-he zo kaos omp deuet 'è !

Ya !

An dra-he zo traou… An dra-he zo traou ha' vé lar(e)t, vije lar(e)t !

Houm(añ) oa ur plac'h kozh hag a'h ee partoud da gement voar ha kement machin… Ha pugur a vije gwel(e)t partoud !

– Beñ ya !

Sell oa hanvet « Mariann a bartoud » kwa !

Ya !

– Beñ ya

Me(d) hi na ka(ve)t an hi(ni) oa 'lar(e)d !

Hi, hei na… « Na ! Me n'é ket 'ha ! » Lar, « barzh da rewr-te n'é ket bet ma vri c'hoazh ! » Na laret

– Hei oa finnoc'h un tamm kwa ?

Ya ahaha !

Ya

Pet(r)a larche hemañ ?! Houzoh walc'h

Nann ! Oa ket 'vid lar(e)d mann e-bed !

Ahaha !

– Me(d) pet(r)a é brondu dit-te ?

Noirâtre

– 'Vid ar c'hroc'hen pe… ?

Ah ya-ya !

Ya !

'Vid ar c'hroc'hen, ya

– Ya, me(d) 'vid ar, 'vid ar blew, 'vid ar liw deus ar blew ? Pa vegn du, pet(r)a vé lar(e)t ?

Daon !

Un dukarnes

Ya

– N'é ket dukardes ?

Eo ! Un dukardes, houzh so dukardes

– Pe dukarnes pe dukardes ?

Dukardes !

Un dukardes hañ ?

Ya

Ya

Un dukardes, ya

– Ha ur paotr ?

Un dukard, ya !

Un dukard

– Ya

Un dukard, ya

Beñ…

Ya-ya !

Gast ! Hezh so un dukar(d) !

Ya ! Just a-walc'h hag an hi(ni) nije ur blew ru vije lar(e)t : Ah ! Hezh so ur rouquin !

Ya

– Ya, me(d) vé ket lar(e)t sort e-bed brezhoneg ?

Eo ! Lar(e)t vije 'è

Attends ! Pet(r)a vé…

Oh ! Pet(r)a vije lar(e)t ? Blew ru ! « Blew ru » vije lar(e)t !

Ya ! « Blew ru » vije lar(e)t

Ya

– N'é ket rouss 'e, nann ?

Nann, nann-nann-nann !

Pa vije…

Rouss a oa téñvelloc'h

– Ah ya ?

Ya

Me meus klèet mamm-gozh à lar(e)d pé wele ur plac'h yowank 'n-om gaoud fichet ahe :

« Daon ! Set' ahe ur bompinenn ! »

Ya ! Vije lar(e)t, ya

Heñ ?

– Ur bompinenn ?

Ya !

Ur bompinenn deuh ur plac'h yowank vije fichet, ya

Ya

– 'Vel ur bleumpenn neuhe ?

Ya !

Ya ! Meh-mod, ya-ya !

Set' ahe ur bompinenn hag un devezh lare din :

« Daon ! Te zo un druilhad-traou ganes en-dro d'i koûg 'ha ! » Na lar(e)t

Amañ oa diw regenn a chadennou

Beñ ya !

« Te 'ha ! » Lar, « 'n-hi(ni) zo un druilhad-traou ganes en-dro d'i koûg ! »

– Te zo pentet !

Ahahaha !

'Vel lare Mari, ar feurm oa d'an nec'h ahe, a lare na bet un toullad mat a vugale 'è hag a lare :

« Oh ! Bet meus beb-sort ! » Lar, « re blew du meus bet ! Re blew glas (e)ma k(et) ar mod ! » Lar, « re blew ru meus bet 'è » lare


Ya !

Ah ya ! Hag a-benn ar fin lar :

« Echou bremañ ! Deut é an hi(ni) diveo » lar, « hem(añ) neus ur blew gwenn ! » Lar, « hem(añ) zo… Echou ! » Lar


Ahaha ! N'o ket kin !

« N'o ket kin ! » Lar

Nann, nann-nann !

Holala !

– Ah ya ! War ar visaj vé : Pet(r)a vé gwraet am(añ) deus ar pikou ?

Pikouset é ?

N'é ket, petra vé lar(e)t… Des taches de rousseur

– Ya


Oh ! Me meus bet kleet 'ha koulskoude !

– Me(d) me meus diw gomz

Ah bon !

Ah ! Damaig te laro demp neuhe

Te laro demp, me meus, me meus bet…

Brizhadennou !

Just a-walc'h

– Ah !

Brizhadennou

– Brizhadennou, n'é ket…

Ya

Brizhadennou, klask oan ma…

– Ahaha ! N'é ket an dra-he oa

Brizhadennou

Hezh so ur bern brizhadennou ba i vass

War i vass

War i vass !

Ya, just a-walc'h

– Brizhadennou…

Ya

Brizhadennou, ya

– Te oa o joñjal barzh ar pikou-panes ?


– Ya


Ah nann !

Oh bah ! N'é ket !

Ah nann-nann-nann !

Ah nann-nann ! Brizhadennou

Am(añ), am(añ) vije lar(e)t brizhadennou, ya

– Pikou-panes ha pikou-rouss

Ya ! Boñ moien zo da lar(ed) an dra-he, me(d)…

Ah ! Hezh so brizhadennou war, war…

Ya

Ba i vass

Ba i vass, ya

Eh ! Ifamet é ga an dra-he

Ya

– Ifamet ?

Ya

Ifamet, ouais, il est amoché quoi !

– Ya-ya, me(d) 'n (dr)a-he oa ket braw d'an dud kwa !


Nann

Daon nann-nann !

Nann-nann-nann !

Beñ an dud vé 'h essañ beañ koant toud, houzoh walc'h

Toud !

– Ya-ya-ya !

Ha vlour !

Ya 'ha !

07/06/2017

Gwele-klos, golvïou, ka'ell ha pell-ka'ell

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.
T.



Ah ya ! Ya-ya !

Ur gwel(e) vïe alïes ba-kich' an tan !

– Ya

Ah ya-ya !

Ba par[toud], ka(s)imant partoud digentañ, ya

– Oa tud ar vugwale hag a gouske barzh ?

Beñ ya !

– Ya

Ya-ya ! An dra-he vïe laket, teue an dud da gousked gou(de)-se kwa heñ !

– Ya-ya

Ha gwraet, vïe gwraet 'e… M(ed) an dra-he meus bet gwraet eve, 'h ober soubenn pé yeemp, nin vïe 'tiwoull ar saout, c'hwi oar a-walc'h, d(eu)s an abard'hai

Ah ya ! Ah ya !

Hag a meus bet gwraet soubenn, gwraet ma boued-ar-laezh din, ya ha laket 'nèoñ ba'r gwel(e) neuhe, dindan ar, dindan ar…

Oh ! Dindan ar pallen

Dindan, ya-ya !

– Ah ya ?

Ha set' pé teuer d'ar gêr vïe prest koan ! Pugur hag ar soubenn…

… Jome tomm !

Ar soubenn jome tomm ba'r gwel(e)

Hag a gwele vïe tomm gou(de)-se !

Ar gwel(e) vïe tomm 'e, ya ! Ya ! Ah ya-ya !

– Ur « bouillotte » mod-kozh kwa !

Ya, ya !

– Ya


An dra-he meus bet gwraet !

Ah ! Welet ket ?

An dra-he meus bet gwraet, ya

Daw vïe 'n-im zibrouilh heñ !

Ya-ya ! Pugur daw vïe 'n-im zibrouilh 'vel oamp gouest d'o(be)r kwa heñ !

Ah ya !

– Me(d) d'ar mar(e)-se oa ket ar gwele-klos kin ?

Oh yao-yao ! D'ar gomañsamant nemp, ba du-m(añ), boñ digentañ oa, oa ur gwel(e) ba-kich' an tan hag un'-all ba'r penn-all hag un arbel pe diw kreis 'tresse kwa heñ !

Wei ! Ya

– Ha deus ar bank, pet(r)a vé gwraet deusoutoñ ?

Ar bank ?

– Ya

Ya ! An dra-he, me meus ket bet bank 'e, c'hwi peus ket 'e ?

Meus ket 'e, nann

Nann

Nann, meus ket bet 'e

Meus ket bet bank (e-)bed, nann

– Med n'é ket « bank-tosser » vé lar(e)t amañ ?

Oh matresse, n'ounn ket…

– Pe « ar chern » ?

– Ar chern, ba Kleden vé lar(e)t ar chern


Ah boñ ?


Ar chern, matresse ya

Ah ya, ah ya

– Med ba du-m(añ) vé lar(e)t « ar bank-tosser »

Ar bank, ni lar, ar bank vïe gwraet deuhoutoñ

Ar bank, nin ree ar bank deusoutoñ, ar bank, ya

Ar bank deuhountoñ, ya-ya

Ar bank

– Me(d)…

– Me(d) traou vije lak(et) e-barzh


Ah ya ! Ah ya-ya !

Ah ya !!! Ah ya !

– Med, lennet meus lar ar bank-tosser hag an, ar chern, oa ket toutafed memes-mod : Ar bank-tosser neus un dosser, just a-walc'h hag ar chern neus ket

Ah !

Ah, matresse, ya !

Ah !

Ur gwele-klos vïe gwraet deus an dra-he

Ya-ya !

An dra-he oa, ar bank oa, oa gou(de)-se walc'h vis(e) hag ar gwel(e) vïe ba-dreñw, ar gwel(e)-klos kwa heñ !

– Ya, med pet(r)a vije laket barzh ?

Ba'r gwele-klos ?

– Nann, pass ba'r gwele-klos, med ba'r bank

Oh beñ pep-heñi a lakè ar… Ba'r bank ?

Ar pezh pa c'ho(a)nt, ya

Ar pezh pa c'hoant 'ha !

Lod lakè boutailhou, lod-all lake…

Ya-ya, beb-sort mod, ya

Chournaiou

Ya-ya

Beb-sort, toud ar pezh pa c'hoant, ya

Ya

Me gav braw memes ur bank ar mo(d)-se

Me 'è, ti Jeannette neus un', pugur ar vamm na un'

Ah ya !

Ar vamm-gozh Trodon

Ah ya !

Ya ha na un', ya nag ha ba ti (e)ma-oñ, ba ti Jeannette, ba'r c'houloar ahe, (e)ma-heñw braw ! Ya

Me gav braw an dra-he ! Ya, me gav braw 'e, ya

Ya-ya, braw é, oh ya ! Mé mamm-gozh na un daol ha' oa-hei 'vel ur bank 'e, kreus barzh, vïe destum(et) ha lak(et) traou barzh

Ah ya ! Ah ya

– Hag un daol ar mo(d)-s(e) kwa ?

Ya-ya, ya !

– Ya

Vïe sa(v)et en ennoñ hag a…

Ya

… Lakeè traou barzh

– Ha, pet(r)a vis(e) lak(et) ba'r gwele-klos blam da gousked, just a-walc'h, ur holved ?

Ya-ya ! Ya-ya !

Ur holved

Mem-mod 'vel ar gwele mod-all 'e kwa !

– Ya, me(d)…

Ha gwech-all vïe ar holved ga ar pell barzh walc'h

– Ah ya ?

Beñ ya !

Pell, ya

Ya-ya ! Ya

Pé vïer, pé vïer 'torn(añ), vïe daw despun ar pell, ya

Pé viser 'torn(añ), vis(e) che(ñ)ch ar pell ur wech ar bla kwa ! Ahaha !

Ya ! Ya

– Ar pell tàè deus ar, deus ar c'houfr ha vis(e) lak(et) ba'r holvenou

Ya-ya ! Voilà, ya

Ya, ya voilà !

– Ba'r golvenou

Ya-ya ! Ya-ya !

Ya-ya

– Pe-sort mod a lares ?

– Ar holved ?


Ar holved

Ar holved, ur holved

– Ur holved ?

– Pa vé kalz ? Pe-sort mod vé lar(e)t ar pluriel just a-walc'h ?


Ar holvïou

Ar holvïou michañs, ya !

Ar holvïou

Ar holvïou

Ar holvïou

Ya sur ! Ya-ya ! Ya

– Pell-petra oa ?

Pell-kerc'h

– Pell-kerc'h

Pell-kerc'h, ya

– Ya

Pell-kerc'h, ya

– Papred-pared-papred ?

Ah ya-ya-ya ! Pell-kerc'h, ya

Ah ya-ya-ya !

Pell-kerc'h

Ya-ya !

Set' vïe daw dispartïañ 'n heñi prop, c'hwi oar walc'h

Ah ya, 'n heñi, 'n heñi…

Pé vïer 'torn(añ)

Ya, pé vïer 'tornañ vïent e-se trïet ha…

Ah ya, ar pell

An heñi prop, ya

Ah ya-ya !

– N'é ket diw wech ar bla vije gwraet ?

Lak(et) ar, lak(et) ar gwelïou… Oh nann !

Oh nann ! Vïe ket gwraet (ne)med ur wech

Vïe ket dornet (ne)med ur wech ar bla ! Seto…

– Ya, med 'vid ar gwele…

Ah nann ! Vïe ket cheñch(et) (ne)med ur wech ar bla !

Oh nann, ur wech ar bla

Nann ! Nann-nann !

Ur wech ar bla 'e

Ah nann-nann-nann

Ya-ya

Ur wech ar bla, ya

Vïe laket pell fresk…

Pe-sort mod vïe lar(e)t ?

… Ba'r gwelïou

Un tamm pell-ka(v)ell vïe lar(et) ato

Ah ! Pell-ka(v)ell vïe lar(et)

Pell-ka(v)ell pé vïe (???)

– Pet(r)a sinifiv an dra-s(e) ?

Ka(v)ell, c'est le berceau

– Ah ya !


Ka(v)ell

Ar c'ha(v)ell, ya

Oh ! Un tamm pell-ka(v)ell, ya !

Un tamm pell-ka(v)ell, ya

Pell-ka(v)ell

Ya, pugur ya-ya ! D'ar re-vi(he)n vïe laket 'e

Ya, vïe laket 'e, ya, un tamm pell-ka(v)ell

Ba'r c'ha(v)ell 'e, ya

Ya

– Ar c'ha(v)ell, pe-sort mod oa gwech-all ?

Ar c'ha(v)ell oa ur gwel(e) d'ar re-vi(he)n

Ya, ar re-vi(he)n

– Ya, me(d) pe-sort mod a oa, gwech-all ?

Ah ! Pe-sort mod oa ar c'ha(v)ell ?!

– Ya, ar c'ha(v)ell

Un tamm gwele bihen, ya

Ur gwele bihen, ya, me(d) me meus un' ! Ba Kervrïou (e)ma-oñ, meus gwraet

Ah ya…

Ba-ti Marie-Josée, ya. Ga des clous barzh 'e

– Tachou ?

Ya, tachou barzh, ya

Ya tachou, ya, ya-ya ! Re-vraw, les… Braw a-walc'h

Ya-ya ! Ha hezh oa, dindan oa rond ahe ar mo(d)-se da 'uskelled adarr(e)

Ya

– Ah ya !

Ah ya

– 'Uskelled vise gwraet

Ya-ya

Uskelled

Voilà ! Ya

04/06/2017

Soroc'hellerien ha hunveadennou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Pé vé un' feneant vé lar(e)t : « Hezh so ur lorgen ! »

Ya

– Ur lorgen, ya

Hezh so ur lorgen, ya ! Ya-ya ! Beñ ya…

Ahahaha ! Set' ahe ur lorgen !

– Ur lorgen, ya

Beñ ya…

Ah ya ! Lar an dra-he zo…

– Me(d) laret pa damaig « morboan »

Ya, morboan

Ya, morboan

Ya

– Me(d) lar(e)t a vé 'e « morgousked » ?

Ya ! Pa vé…

Hanter… Ya

… Hanter-gousket

Pa ver moredet kwa !

– Ya

Morgousket, ya

– Me(d) pouesañ-butun ?

Ya, meh-mod !

Me(d) lod lar pouesañ-butun 'è, ya

Meh-mod, pudur 'greis-toud pa boueses da vutun a…

Ya ! Ahaha ! Daon ya !

Ya

Beñ ya !

– Ah, me(d) ga'r c'housk, just a-walc'h, me ma klêt un dra-all c'hoazh : « Gwraet na un tamm sor »

Hañ nann… Gwraet neus un tamm kousk, vije lar(e)t amañ

– Ya, ya-ya ! Memes-mod

« Un tamm sor » meus ket bet klêt

Nann, meus ket 'è, nann

Eo ! Soroc'helled a ree !

– Soroc'helled ?

Ya

Soroc'helled a ree

Ronfler quoi !

– Ronfler

'Vid ronfler

– Ha amañ vé lar(e)t ar mo(d)-se ?!

Ah ya ! Soroc'helled

Ya 'ha ! Klê(d) a ran 'naoñ 'soroc'helliñ

Ya

Soroc'helliñ heñ ?

Oui-oui

Ronfler

Ronfler

– Ni a lar, pe-sort mod lar… Roc'hal !

Ah nann ! Soroc'helled laromp-nim !

Soroc'helled

– Ya-ya, ba Plouïe vé lar(e)t « roc'hal » ya

Gwel a res… !

– Ah ! Diroc'hal !

Ah diroc'hal !

Ah ! Diroc'hal, ya

– 'Tiroc'hal (e)ma

Me(d) an dra-he vé lar(e)t 'è !

– Ya

An dra-he vé lar(e)t 'è

– Ya, me(d) amañ é gran an traou 'è

– Ya

Ah ya ahaha ! Am(añ) vé lar(e)t un tamm mïoc'h dalc'h-mad

Ya

– Beñ ya ! Roc'hal ha soroc'hell

Pé glever 'naoñ, houzoh walc'h, àh o(be)r « krrr krr-krr »

Ya, ya « (e)mañ 'soroc'helled » vé lar(e)t, ya

Ya ha klê(d) ran 'naoñ soroc'helliñ war i gador ahe

– Pouesañ-butun hag…

Ya

Pouesañ-butun, ya, 'n hi(ni), 'n hi(ni) chom war i gador da…

Ya

… Da…

Ya hag a-greis-toud…

Ya

– « Piquer du nez comme on dit »

Piquer du nez, voilà !

– Soroc'helliñ vé lar(e)t deus un' ha' zo 'tiroc'hal

Ya !

– Me(d) ar pi-moc'h pa vé skrognal, pe-sort mod vé lar(e)t ?

Oh daon ! Meh-mod 'è !

Ya, soroc'helled, me n'ounn ket da…

Heñ ?

Skrijal a ra ar pe-moc'h kwa !

– Ya skrijal, me(d) an dra-he pa vé…

Me(d) wichou hezh a ziroc'h 'è !

Ya ! 'H o(be)r a ra 'è, ya

– Me(d) « ur soroc'heller » vé ket lar(e)t ? « Un ronfleur » ?

Eo ! Ya-ya-ya !

Ah eo 'ha sur a-walc'h !

Ya-ya !

– Ur soroc'heller ?

Ya

– Ha soroc'hellerien pa vé kalz…

Ya

Ya, oh daon ya 'ha !

Ar c'hi, pé vé ahe ba'h… Deuh an noñs ahe, pa vé 'kousked

A soro[c'hell], a soroc'hell ?

Ah ya ! Kreñw memes !

Ya, ya-ya !

Ya

Ah ya !

Beñ ya ! Hag a-wichou hezh so ba i gousk !

Ah ya !

Ah ya

Neuhe vé 'hunveal !

Ya, just a-walc'h

A vé 'hunveal lar neus gwel(et) un tamm eskorn

Eh ya ! Un tu m(e)nneket, ya

Ah !

Ah ya

– Ha pa, ha pa vé hunveet, pet(r)a vé gwraet ?

Hunveadennou

– An hunveadenn neuhe ?

Ya

Ya ! Hag a-wichou vé ket joñj pet(r)a vé hunveet c'hoazh

Oh nann a'ha !

Me(d) lar(e)t a vé : Pa hé ket joñj 'n-hi(ni) vé, vé ket gwir !

Ah boñ ?!

Ya ! An dra-he vïe lar(e)t

Hag ar mod-all vé gwir 'ha ?

Daon ! Ma'hat a-wichou…

Meus chañs a vé ket gwir dalc'h-mad !

Ah nann !

– Ahaha ! Pé ket choñj kalz

Me(d) un dra mennaket stenn pa vé…

Meus chañs vé ket gwir dalc'h-mad 'hat !

Oh nann toud !

Pezh, pezh a… Kar a-wichou n'ounn da be-lec'h 'h a hom spered, kara ?

Oh ya ! Oh ya ! Wichou

Heñ ?

Oh ya ! Drol é an traou 'vel n'ounn ket pet(r)a, ya

Ya

– Me(d) re wir é ! Pugur me, wechou mé joñj meus huñreet ha' joñjon ba ma venn nompass dijoñjal ahe ba'r pezh (e)mon 'huñreal hag a… Me(d) boñ, war-lerc'h pa vé divunet e meus choñj oa…

Eh beñ didoñ !

– Moa bet

Ya

– Oan é lared din

Ya

– Me(d) pass dijoñjal, me(d) boñ… N'é ket chomet war-lerc'h…

Nann

Bon !

Me(d) a-wichou ba'h hoh hunvïou a zo un dra m(e)nnaket hag astenno an de war-lerc'h 'o hunveet !

Oh… Matresse 'ha !

Eo !

Matresse

Ya-ya-ya ! Pass toutafèd 'veld 'o hunveet, me(d) mar é hunveet ga un dèn, beñ an de-se weli 'naoñ

Weli 'naoñ ?

Ya, an dra-he zepand

Ya-ya !

Pe-naos a vé wichou kwa !

Ya-ya-ya !

Ya-ya

An traou zo fentus hañ !

– C'hwi peus lar(e)t dow vod, n'eus ket difer's (e-)bed etre an dow, pugur te peus lar(e)t « hunveadennou »

Ya

– Ha te peus lar(e)t « hunvïou »

Ya

Ya…

– Memes-mod é ?

Ya !

Mem-mod é

Lar(e)t a vé an dow-se

An dow-se a vé lar(e)t « hunvïou » ha…

Mad é met(r)amant « hunveadennou »

Ha « hunve » ya

– Hag « hunveadennou »

Ya

– Memes-mod ?

Ya

Mem-mod 'è, ya, p(e)tram pa ves da-hun a lares : « Daon ! Hunveet a meus ! »

03/06/2017

'H ober krampouzh war an tan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.
T.



Ya

Ev a rant chistr

Ah ya ! Ya-ya-ya !

Ev a rant chistr douss ar mo(d)-se ha n'é ket… Mad é 'ha ! Me meus bet gwraet krampouzh ur wech gantoñ !

Ah ! D'o(be)r krampouzh é 'bominabl 'Tin heñ ?!

Ya

Ah !

– Da lakad ba'n toas ?

Ya, ya

Ya-ya, ya ! O(be)r…

Ya

… Mem-mod 'vel o(be)r ga laezh kwa !

Ya

Me(d), med 'h o(be)r ga chistr douss

Ya

– Ah ! Ha laezh e-bed kwa ?

Ah nann-nann ! Nitra (ne)med chistr !

Ha vé mad, ya

Meus ket gwraet (ne)me(d) ur wech, me(d) ur wech ma gwraet !

Ah ! Welet ket ?

Ha pa reen 'n-hi(ni) a laren, pugur vé… « Blam bet(r)a é rin ket krampouzh ga chistr, ya ? »

Ah !

Fei ! Me lare : « ma peus voien d'o(be)r ma po c'hoant »

Ya

Hag e-se ur wech ma gwraet, ya, krampouzh ga chistr

Ha oa mad !

– Krampouzh gwinizh ?

Krampouzh… Ya-ya-ya !

Ya-ya, ya

Ya, ya-ya !

– An dra-he meus ket taveet c'hoazh

Yeo-yeo !

Matrehe, krampouzh gwinizh-tu matrehe zo moien d'o(be)r 'e !

Oh ya ! Sur zo voien d'ober, ya

– Ya, ga ramplass an dour ga'r jistr kwa !

Ya-ya ! Mem-mod ! Ya-ya !

Ba voilà, voilà ! Beñ ya ! Hounn a-walc'h, ya

Ya-ya ! Me(d) ur wech meus gwraet, meus ket gwraet (ne)me(d) ur wech ! Me(d) ur wech meus gwraet, ya

– Ha c'hwi ree ar c'hrampouzh war an tan 'e ?

Ya, me meus deske(t) o(be)r war an tan, ya, oyowyow !

Digentañ kê 'Tin heñ ?

Devet ho tiw, tiwvrec'h ha toud… Ahaha !

Wei ! Ah ya…

– Mamm-gozh a ree war an tan 'e

Ya

Wei ! Ya

– Me(d) pe-sort mod vije gwraet ba du-se, war an tan ? Pugur ni, ni zo un dra spessial ba, ba du-mañ

Ah boñ ?

– Me(d) pe-sort mod vije gwraet just a-walc'h ?

Beñ, beñ da lak(ad) ar billig war an treber kwa ! Ha vé dalc'h(et) an tan dindan !

– Ha direktamant war, war an treber ?

Vé direktamant war an treber, ya

Ah ya !

– Pugur ni reemp ket mo(d)-se just a-walc'h : Ni lake ur golo…

Ah ya ! Me(d) diw vije 'Tin, vïe ket laket ar…

Matresse dindan neu'n vije…

Un dra b(e)nnaket vïe dindan ar baie… Vïe dindan ar…

– Ya

Dé gentañ, ya

Ya

– Etre an treber hag ar…

Ur bladenn !

Voilà !

Ur bladenn vis(e) laket da, da gentañ

– Ya

Voilà !

Ha gou(de)-se oa laket ar billig war'nèoñ neuhe, ya

Voilà ! Ya

– Ya, lod lare gad ur bladenn, just a-walc'h

Ya

Ya-ya !

– Me(d) ni a ree gad ur golo

Ah ya ! Ah ya-ya, ya-ya !

Ya-ya, memes-m[od], ya-ya, ya-ya, ya-ya !

– Memes-mod hag ar mo(d)-se 'n-hi(ni) oa distanet un tamm 'e

Voilà ! ya-ya !

Ya voilà ! Vïe ket gwraet an tan direktamant, nann

– An dra-he zo aessoc'h d'o(be)r memes-tra heñ !

Ah ya !

Oh… Aes a-walc'h, me(d) blam d(a) zalc'h an tan ba-dindan 'n-hi(ni) oa, pugur…

Eh ya ! Ingal peu-prè

Ingal, ya

– Ga un' deus Sant-Wazheg ma klêt vije gwraet ga lod, serten re a zigasse ur pezh men bras ar mo(d)-se ha dow doull barzh, gwraet an tan ba-dindan

Ah ya

– Ha laket diw billig war-horr(e)

War-horr(e), ya-ya ! Matresse, ya

Ah ya ! Ya

Me meus ket bet gwel(et) 'h ober, me(d)…

Ah ya

Med hallefe bet gwraet, ya-ya ! Mo(d)-se oa voien walc'h d'ober 'e, ya

– Ha oa aessoc'h d'ar merc'hed, just a-walc'h

Ah beñ ya !

– Pugur oa uvelloc'h

Voilà !

Pugur na 'n t[an], ar flamm teue ket 'bïou kwa !

– Beñ ya

Neuhe jome, jome dindan

– Ya

Kar mod-all teue hag houlala ! Vïe devet…

Houlala ! Oah poêt, ya !

Devet toud !

– Devet toud, ya

Ah ya !

Holalala ya !

Me(d) meus ket bet gwraet kalz keme(nt)-se pad pell, memes-tra meus gwraet dé gentañ war an tan, ya. Gou(de)-se oa prenet un appareil-gaz d'ober, ya

– Me(d) gwelloc'h é war an tan !

Ah ! N'é ket memes-mod heñ !

– Ah ya !

N'é ket memes-mod nann, nann…

Hag ar billig oa bras !

Ya, ur mell billig, me ree…

– Ya brassoc'h oa !

Wei !

Me ma desket 'h o(be)r ga heñi ma mamm-gozh

Ah ! Welet ket ?

Ga billig ma mamm-gozh, ya

Ah ya ! Welet ket ?

– Ya, mo(d)-se

Oh ya !

Oyow oa bras ! Oyow ! Ur mell billig !

Ah ya !

Me oan ket gouest da gargañ, neuhe gargen ma…

Oh ya ! Kalz toas vïe daw kaoud heñ !

Me(d) lod a ree 'è, 'vel mamm Paol a ree, Périne garge he billig heñ !

Oy !

Oy ! Ya-ya…

– Me(d) lod 'e, deus pezh ma klêt 'e, me(d) matresse oa un' deus ar familh ha' ree an dra-he : A ree krampouzh hag a lake toud ar, ar c'hrampouzh war hi gwele !

Ah boñ ?

– Ah bon ?

 

– Ya, da ho(r)tos an dud da, da zond kwa !

Ah !

Da zond

– Ha goud(e)-se vije distribüet ar c'hrampouzh

Ya-ya ! Ya

Ah ya !

– Ha vijent laket an eil war heben ar mo(d)-se

Ya-ya !

– War ar gwele kwa !

War ar gwele

Ya, matresse ya !

– Gwraet ur bern war ar gwele !

Ya-ya

Ya-ya ! Ya-ya !

Me(d) ar gwele vis(e) 'e ba'r c'horn ba-kich' an tan !

02/06/2017

Ba Treger oa grannoc'h an traou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e hag A. deus Lanneanou, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- T.
- A.
J.
É.



– Ha ba Skrigneg, toud an dud a gaosee mem-mod etre traoñ ar barres hag e… ? Pugur é bras a-walc'h ar barres (me)mes-tra kwa !

Oh ya-ya ! Me(d) rent ket toud memes-mod hañ !


Nann

– Nann

Nann-nann-nann-nann…

– Élise ha Jeanine

– Ya-ya-ya ! Me(d) just a-walc'h

– Rant ket dija


Nann

Nann

– Me ran ket papred…

Nann, te zo Lanneanou mïoc'h


Ya

– Tréguier !

An dra-he zo grannoc'h (a)darr(e) un tamm ! An dra-he zo un ton uhelloc'h !

– Uhelloc'h !

– War ur brank uhelloc'h ?


Sè eo ! Eo !

– Op ! Opopopop !

Lar(e)t vije se 'ha !

– Of ! Pah ! Of…

Ya ! Ahaha ! Adrienne…

Me(d) eo ! Lar(e)t a vije Treger gwich-all oa…

Ya !

… Grannoc'h un tamm kwa !

Eh ! Ha, ha beañ oa 'è !

Ya-ya-ya !

Heus keme(d) gwel(ed) koste Treger, me meus choñj pa 'h een d'ar c'hoste Treger 'è ga ma zad ! Pudur mijemp okasïon d'ond alïes ! Pudur ma zad a vournisse brug !

Ah ya !

A droc'he, a houzoh walc'h, da dud bord an mor !

– Ya

Hag a'h ee ga e drakteur da gass brug dê ha war e gis a teue sabrenn gantoñ, mêrl gantoñ !

– Ya

Ya-ya

Goude da lakad war an douar

Da lakad war an douar

Me lar dit-te ! Ni teue hom bis-bihen ga'r re-m(añ), lem a laron dec'h ahe his-se, pé welomp pegen braw vije ar perjer ha…

Hag an traou ene, ya

Hag an traou

– Ouais

Heñ ?

Ya

Lec'h du-mañ, mamp ket anoudegezh ! Vije lesket an teil

Ba toull-an-noñr !

Toull-'n-noñr !

Beñ ya… Mo(d)-se oa, daon ! Mo(d)-se oa

Heñ ? Mamp ket anoudegezh am(añ) da gass anaoñ un tamm pelloc'h

Pelloc'h nann

– Ouais


– Nann-nann

Nann-nann

Me meus choñj, p(a) oan yowank, memes pé vije digoret ur ouestad-koñserv, d'ar mar(e)-se vije digor(e)t, bremañ rañw ket kin !

Nann

Me(d) d'ar mar(e)-se reen ha deus toull-an-noñr me sklape 'naoñ ba ar harzh ar mo(d)-se !

Ba'r harzh

– Ba'r harzh !

Beñ ya ! Oh daon ! Me(d) partoud ! Gwich-all…

Ah ! Un tamm hag a vije ar reñ-he 'stribilh !

Ya

Ene neuhe toud paotr-kaezh ! Vass…

Hag ar boutailhou vije chetet toud ar mo(d)-se ba'r harzh 'è, ya !

Me lar dit memes-tra ! Pe-naos sinifïe an dra-he…

– Ya, pugur vé lar(e)t : Chet an dra-he ba'r harzh !

Just ! Ya

Ya, ba'r harzh !

– Ba'r harzh

Beñ ya…

Barzh Treger oa ket kont ar mo(d)-se hañ !

Ah nann ! Ene vije testumet toud kwa !

– Me(d) pass, pass, pass kime(d) ba'r harzh, pugur ma klêt 'e ba'n toull-gwer

Ya ! 'Blassou, ya

Ah ya ! Just a-walc'h, a-blassou vije un toull ya ha vijent chetet ene toud ba'n toull, ya

Ya ! Me(d) kalz gollent ket amzer d'ond…

Da gass anê di dre vijent chetet ba'r harzh, ya

Deus doull-o-(d)oñr ! Ale hop !

Ya

Sell ! Ha vije lar(e)t d'ar c'hi « lip ar ouest brem(añ), ma peus c'hoant »

Ya

– Hag ar pezh so pé oa, pé oa ar bern-teil di-rag an ti ha oa ar puñs ha' oa ket pell kwa !

Ah daon nann 'ha !

Ya !

Nann-nann-nann-nann !

Beñ ya !

– Ha 'n-om sil a ree an dour lous 'e

Oh ! Sur a-walc'h a'ha !

Ah ya ! Amañ…

An dra-he…

Amañ oa ar c'hontrel : Amañ oa ar puñs d'an nec'h hag an teil d'an traoñ !

Ya

– Ah beñ gwelloc'h oa

Sell lem oaint, gwelloc'h oa ar mo(d)-se

Du-mañ oa ur veunteun lem a vij(e) ar saout à hond da evañ dour

Ya

Ha pa nijent efin da, da evañ dour reent ur sklissadenn goude 'e

'H ee ba'r veunteun wichou

Ba'r veunteun wichou 'n-ur hond-kuit !

Oh ya-ya-ya… Oh ya…

Eürusamant ar veunteun a gontinüe da rediñ

Da gouliñ

Da rediñ

– Ya ha oa dour-red

– Ya, da rediñ ya


Ya

Ya

Ya

Ya, du-mañ oa ur veunteun

Ya-ya-ya…

– Oui, du-mañ oa 'è, me(d)…

Hag ar veunteun, meus ket bet gwel(et) 'nèi sec'hiñ gwich e-bed !

Ah nann-nann, weles ket !

– Du-m(añ) vije laket an amann, pa vije tomm, ba'h ar feunteun

Hañ ! Du-mañ vije ket 'ha !

Ah ya ! Ha amañ vije laket ba'h ar puñs ba'r sailh !

– Ya

Met(r)amant…

– Ya, an dra-he meus klêt 'e

Ya-ya-ya ! Ya-ya ! Hag an de war-lerc'h-vintin, pé vije tennet mae(s) ar puñs neuhe, vije malakset neuhe da denn an dour maessoñ kwa !

– Oui

Ya

Ya !

– Da zizouriñ 'naoñ

Ya

Ya

Beñ ya ! Ha goude vije mad an amann neuhe !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog