29/05/2017

An dokteur Louï hag ar jañdarmeed

Trañskripsïon bet disvanket d'ar 5 deus mis-meurzh 2018
Transcription corrigée le 5 mars 2018

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oain assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.
T.



Oy !

An dokteur Louis ah(e) na c'hoarïet un dro d'ar jañdarmeed 'è, ya

Heñi Kolloreg ?

Ya, Kolloreg, me(d) d'ar mar(e)-te oa, 'benn-neuhe oa-ñw ba Plonee c'hoazh

Ah ! P(é) oa-ñw ba Plonee…

Ha oagn aet da wel(ed) 'nèoñ ha 'wel, n'ounn ket blam bet(r)a oa kwa, keta ! Ha hem(añ) michañs é hem(añ) oa-ñw ket kontant blam oa err(o) ar jañdarmeed da lar(e)d un dra bennaket dèoñ, ha heñw lar, heñw lar dê :

« Yefeh ket pell ! » Heñw lar-heñw dê

Ya ha oa-ñw ket aet pell lar oa aet, é aet an oto ba'r foss !

Ah !

– Ah ya ?

Hag a nagn renket dond da gerc'h(ed) an dokteur Louis d(a) denn 'nèi maes ga i drakteur !

Ah !

– Ah ! Me(d) deus hezh meus klêt kaos 'è

Ya-ya ! Me(d) an dra-he zo gwir sè ! Lar(e)t oa dê pé oagn 'hond-kuit, pugur n'ounn ket p(e)tra nagn laret dèoñ kwa !

Ah !

« Hirw n'é ket daw, yefeh ket pell ! » Lar-heñw dê

Ha oagn ket aet 'e ! Ha aet an oto ba'r foss !

Ah ! Welet ket ?

Set' nagn renk(et) mond en-dro da gerc'hed Louis

Da gaoud… Ah ya !

Louis da zond d(a) denn 'nèi dê maes ga i drakteur !

Ah ya ! Ya

Ya aha !

Ohoy !

Ya-ya-ya !

Yayayayayay !

– Oh ! Me(d) ur, ur wech-ell dow zèn yowank na, na làeret un deñdoñ 'ziga an dokteur Louis

Ah !

Ah ! Ahaha !

– Ah ! Ha an dokteur Louis na lar(e)t : « Oh ! Me(d) ar re-s(e) tàey d'ar gêr ! Ar re-s(e) tàey d'ar gêr ! » Hag ar re-yowank na làeret an deñdoñ na tap(et) ar foerell !

Ahahaha ! Me(d) me meus kleet 'nèoñ kont(añ) ar gaos-se, ya !

Ah !

Ya-ya ! Pé oagn deut o-hun d'ar gêr, ya

Ah ya ?

Hum !

– Un neubeud…

Ah !

Ya-ya ! Goûd a ouïe, heñw a lar, na laret domp, ya

« Me(d) goûd a houzon » lar-heñw « ga piw sè ha da b(e)-lec'h eint aet » lar-heñw, « me(d) ar re-he teuy d'ar gêr ! » lar-heñw

Ah !

Ha deut oagn neuhe d'ar gêr o-hun, ya

Ah ! Welet ket ?

Ahaha ya !

Ah ya !

– Dokteuriou aneet memes-tra, pugur : Dokteur Cadiou, dokteur Louï, dokteur…

Dokteur Louï ehehehe !

Ahahaha ! Ya-ya ! Kalz tud vïe 'kaoud hezh 'è, an dokteur Louï heñ !

Wei !

Kalz tud ! Kalz tud…

– Me(d) un' mod-kozh a oa un tamm kwa !

Ya-ya ! Oh ya ! Ha keusteur(e)nn oa gantoñ ba'n ti !

Ha ba beg an ti pé yeer ba'n…

– Ya, an dra-he meus klêt 'e

Pé yeer ba'n ti oa ur, mo(d)-se ur passaj, ar mo(d)-se oa, kar mod-all oa kim(ed) traou partoud ! Partoud…

Ah ya-ya-ya ! Ah ya-ya !

– Hag ar yir hag ar…

Ar yir, ar c'hi…

– Ya-ya !

Surtoud toud ba'n ti !

Toud-toud-toud-toud !

Toud : Chass bihen, beb-sort toud !

Ha gou(de)-se ! 'Vel gantoñ vïe, heñw dape paper oa da sec'hiñ 'è i draou ar mo(d)-se

I draou, ya !

Ha gou(de)-se, ma teue paotred d(a) wel(ed) ha tap ur chopin(a)d ! Ha vïe tapet ar paper, ar paper vïe bet gantoñ 'sec'hiñ, pet(r)a ?!

Sec'hiñ ar gwer

Sec'hiñ ar gwer !

Oh !

Oy ! An dra-he meus gwel(e)t 'nèoñ 'h o(be)r, ya !

Ah ya ! Laron doc'h…

– Oa ket nec'het ga'n dra-he kwa !

Nann ! Nann-nann ! Beb-sort ouïe o(be)r, beb-sort !

Oh ya ! Ya-ya-ya ! Ahaha !

– Soñgn(al) a ree memes-tra ?

Ah beñ voilà ! Oh ! Soñgn(al) ree !

Ah ya-ya ! Me(d) ober ree, ya !

– Ah ya 'vat !

Ah ya-ya ! Soñgn(al) a ree, ya

Ah ya ! Ober ree, ya !

28/05/2017

Ar mammou-kozh 'hond d'ar gêr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
A.
T.



Ma re-m(e) negn ket bet aneet o zud-kozh, heñi e-be(d) 'nê

Nann ?

Na ta(d)-kozh, na mamm-gozh. Me meus bet aneet, me ma-hun, ma za(d)-kozh, ya. Ha pé oa-ñw klañw oa-ñw, oa-ñw deut neuhe da di ma mamm hag e mechañ[s] na poan 'e ! Me n'ounn ket… Ha pé yee-hei da gass boued dèoñ skouilhe, chete ar plad dèi mo(d)-se, skouilhe 'nèoñ 'e. Ha set' me vïe t[apet], me oa filhores dèoñ, me vïe tapet bemd(e) ha me vïen ket kont(an)t ! Me vïen ket gouest d(a) jom da c'hoa(r)i (a)ssames ga'r re-all…

Ah !

Ha vïe gopet din :

« Deut amañ ! Deut am(añ) ! Da zigass boued d'hou ta(d)-kozh ! »

Ha pé yeen da gass dèoñ

Zebe 'nèoñ

Ya ! Vïe ket s[kouilhet], vïe ket torr(e)t ar sku(d)ell ! Ba ur sku(d)ell vïe lak(e)t i boued dèoñ, vïe ket torr(e)t ar sku(d)ell ! Me(d) renken chom ba i c'haoud da zebiñ 'nèoñ ! Ah ! Ar re-gozh mo(d)-se gemere, me n'onn ket…

Ya

Droug kwa ! D'ar re, matreh(e), vïe 'soñgnañ 'nê… Me n'ounn ket pe-sort mod heñ !

Nann-nann, nann… Nann

Ah ! Welet ket !

Nann, me meus bet anveet ma mamm-gozh ha un', un' 'nê meus bet anveet, ya

Ah ya

Meus ket anveet (ne)med un'

Nann

Nann, nann. An ta(d)-kozh, gou(de)-se neu'n, ma da(d)-kozh neuhe oa, oa deut kozh, ya ! Me(d) hezh oa ba'r Lot-et-Garonne, ah beñ sete meus ket bet, nann

Ah bon ! Nann-nann

Meus ket bet anveet 'nèoñ, nann

Ken jome toud ar re-gozh ar mo(d)-se ba'r gêr ! C'hwi oar walc'h, ya

Ya, ya-ya !

Sete vïent okup(e)t da 'r vugale-vihen

Ah ! Mé mamm-gozh, mé mamm-gozh sè zo marw, deus tu ma dad, so marw ganen heñ !

Ah ! Welet ket ? Ya

Ya-ya ! Meus okup(et) deus ma mamm-gozh, ya

Ah nann

– Ha deus pezh meus klêt 'e vije ar vamm-gozh d(a) 'n-om okup deus ar vugwal(e)

Ya !

– Ha pa vije kollet hi venn ga'r vamm-gozh oa ar vugwale da 'n-om okup deusouti

Da…

Voilà !

'Tiwoull ar vamm-gozh !

Ya-ya ! Ah ya ! Oh ya !

– Pezh neus gwraet ma mamm, just a-walc'h

Beñ voilà memes-tra, ya

Ya-ya-ya !

Ya-ya-ya !

– Ha digentañ oa ar vamm-gozh 'n-om okupe deusouti

Ya

– Ha, beñ 'benn ar fin oa ar c'hontrel

Voilà ! Ya-ya !

Ya-ya !

Ar mo(d)-se oa ! Oyow !

– Ha klask a ree mond-roud papred…

Ah ya ! Hopala ! Wei !

Ah beñ ya justamant ! Pugur ar vamm-gozh, hounn(ezh) oa chom ba'r C'hilliou, c'hwi oar walc'h

Wei !

Ha goud(e)-se nin oa ba Cr(é)a(c'h) Madiec !

Ya, welet ket ?

Hag e hounn(ezh) vïe ket 'hond d'ar gêr ! Ha ma ziwalleh ket, hounn(ez)h yee-roud 'be(nn) yee maes deus an ti 'hond d'ar gêr

Wei !

Yee trema zo ba'n tu-dihou pet(r)amant ba'n tu-klei, kar…

Ya, voilà ! Forz p(e)-lec'h

'H ee war 'n-eñwn kwa heñ !

Ah ya !

Ouïe ket kin dre b(e)-lec'h mond d'ar gêr 'nèi, me(d) 'hond d'ar gêr vis(e) ato memes-tra kwa !

Oy !

– Ha memes ar vamm-gozh, deus pezh ma klêt, ba du-mañ a'h ee dre ar prenes(tr)

Oh !

– Ha dre ar prenes(tr) ha oa barrennou !

Oh ! Teue 'benn d'ond 'bïou…

– Ha teue 'benn memes-tra

Teue 'benn d'ond da basseal

– Da basseal kwa ! Ha lak ar boutou-koat deus an tu-all ha passeet ha-toud, matresse oa, n'ouzon ket pe-oad a oa

Oyow ! Oy welet ket ? Beñ ya 'ha ! Welet ket ?

Yao-yao ! Beñ ar re-he vïe 'hond d'ar gêr kwa ! 'Hond d'ar gêr, mé mamm-gozh vïe ato 'hond d'ar gêr !

Ah ya, 'hond d'ar gêr

Me(d) gou(de)-se a droie forz ba pe-lec'h kwa heñ ! Ha yee war 'n-eñwn deus lec'h a droie kwa heñ !

Ahe oa ur vowes kozh, c'hwi oar walc'h, mamm-gozh ree ar Bidot, ahe oar ba Liorzou 'e, c'hwi oar walc'h ! Ha oa ket voien da zalc'hen 'nèi 'e… Ato-ato 'tiwoull 'nèi ! Ha vïe 'haloupad 'tond da vord an hent-pras ha kement mil den vïe 'hond 'bïou :

« Pardon Plonee oc'h bet ? Hirw (e)ma pardon Plonee ? »

Oh wei !

« Pardon Plonee oc'h bet ? » A lare ato

Ha set' pé gleer 'nèi kaoseal teue un' bennaket neuhe da 'h aretal 'nèi

Ya-ya

Bord an hent-pras teuent c'hoazh, kê ? Oyowyowyow !

Ya

– Med toud heñ ! Toud, toud-toud-toud ar re zo kollet o venn gate memes-tra, ar mo(d)-se, glask dond en-dro d'o…

Ya-ya, ya-ya ! 'Hond d'ar gêr !

D'ond d'ar gêr

– 'Hond d'ar gêr

'Hond d'ar gêr, ya

– Ya

'Hond d'ar gêr

Ya-ya

Ya-ya, me(d) ar vamm-gozh, meus choñj, ur wech oa aet da-bek(ed) Kastel Boch heñ !

Oh !

Namp ket gwel(e)t duzhtu kwa ! Lar oa-i, oa-i ket, lar oa-i aet-kuit kwa heñ !

Oy !

Aet bek(ed) Kastel Boch, beñ eürusamant ar re-Gastel Boch, goud(e)-se, na…

Lod zo bet kollet ar mo(d)-se heñ !

Ka(v)et 'nèi kwa ! Ha na gwel(e)t 'nèi ha da zigass 'nèi d'ar gêr en-dro, ya

– Koueet ba'r foss pe…

Ya-ya ! Beñ ma zigouee dê koueo 'hat !

Ba Brennilich ahe oa bet koll(e)t ur vamm-gozh ar mo(d)-se, c'hwi oar walc'h, ga'r… Partïet ga'r c'hi bihen

Ya…

Aet mo(d)-se da bourmen ha hounn(ezh) ouïe ket kin p(e)-lec'h oa-i

Nann, nann-nann

Hag a é… Ha é bet pell 'barzh oa-i ka(v)et !!!

'Barzh oa-i ka(v)et, ya

– Ha ka(v)et oa memes-tra

Ka(v)et oa…

– Ah ya…

Oyoyoy !

– Ha ka(v)et oa bew pe… ?

Marw !

– Marw…

Komañs(et) ar c'hi bihen da, d(a) zebiñ deuhouti

Oyowyowyow !

– Oyowyow !

Heñ ?! C'hwi lar, c'hwi lar…

27/05/2017

An oustilhou kozh hag ar vuhe ba'r vro amañ gi-mañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet tri bla hanter so ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Med a-raog ya, pugur oa… Me ma klêt ur bern traou just a-walc'h, pugur oa ur bern tud 'labourad war-dro ar c'heseg, me(d) oa ur bern oustilhou 'e war, war-dro ar c'heseg hag a-wechou vé sterd din goûd petra é kwa ! Ha matresse c'hwi peus labouret gate matresse

Oh ! Me meus… Me meus labour(e)t ga, ga'n ar vïe daw doc'h labour(a)d dé gent(añ)-toud ! An ar petram ar brabañ oa deut war-lerc'h go(ude)-se. An ar oa sañse(t) 'n heñi na dow zorn ba-dreñw ah(e) gis-se, 'benn vise-nom 'tifont(añ) an douar-lann droie, an dra-h(e) oa sañse(t) un ar. Med go(ude)-se oa eñvant(et) ar brabañ ha neu'n gwraet diw rod, ha neu'n… Ha 'benn-neuhe jañche-hè tu ba'r pennou kwa !

– Ah ! An dra-he oa an difer's kwa ? 'Tre an dow

Ah ya, ah ya ! An ar jañche ket tu 'nèi ! Ha c'hwi rehe tro ar park ga(t)i kwa ! Me(d) gouï(ed) reen labourad ga(t)i (aha)non, meump lak(et) dour da 'r feunteun, tre d'ar gêr-all ga un ar mo(d)-kozh a(r) mo(d)-s(e) kwa ! Ha oa, oa kemed (aha)namp ouïemp labour(a)d ga(t)i, ar re-all ree 'è, med pass… Ahe oa un taol d(a) dap, boud ha' ree pik dèi da dap re ar boemou machin-mañ. Ah ya ha ma lakeh ar mell boem, petram ur boem bihen, an dra-he, ma lakeh ur mell, ur mell boem, droieh ket gwal vad (aha)noh petram vïe re labour labour(ad) an douar war-lerc'h go(ude)-se, ma lakeh ar boem, braw é ha vïe aessoc'h d(a) labour(a)d kwa ! Me(d) me n'on ket bet 'labour(a)d ga'n ar (ne)med an douar-lann (aha)non ! Blam, pugur oan aet d(a) labour(a)d diwar-lerc'h go(ude)-se (aha)non 'è

– 'Benn ar fin war-lerc'h é bet ramplasset an ar gad ar brabañ kwa ? 'Benn ar fin kwa…

Ah ya ! Me m[eus]… Pugur me meus ket gwel(e)t troiñ 'n douar ga'n ar (aha)non, me meus trôi(et) douar ga'r brabañ ! Med toud 'benn disac'had, disac'had an douar-lann ga ma brabañ oain ket kap d'o(be)r (a)nê, c'hwi pé 'h eeh war ur skodenn-lann, c'hwi droiè ! Ha c'hwi ga'n ar, ma weleh ar bod-lann petram ar skeud, ya ar skod an-heñi reemp da'nê : Ar skod-lann ! C'hwi wel d'anê a-raog tre tàe ar c'herseg, pé vé ar fres d'ond war'nèi : C'hwi bare ur c'harr war un tu ha c'hwi bassee just ga'r leñwn un tamm, ga…

– Ar leñwn

Ga'r leñwn, n'é ket, n'é ket ar leñwn vé lar(e)t… Ar goutell ! Sete c'hwi bare ar goutell da zalc'h houzh, set' droc'heh 'nèi, set' me(d) ar wech oa war-lerc'h d(a) dap ba'nê ba-dan, set' go(ude)-se vïe daw doc'h chom da ziskrap(añ) ar re-s(e) toud an douar dé denn ar skodou da 'n douar 'benn labour(a)d 'nèoñ war-lerc'h go(ude)-se en-dro

– Deus an ar oa ar soc'h 'e ?

Ah gast ! Neb ar soc'h a droieh ket douar (aha)noh 'è ! Ar soc'h oa ba'n douar, ya ha ar goutell war-lerc'h go(ude)-se hag a go(u)d(e)-se oa… Pet(ra), pet(r)a vise gwraet deus an heñi-all ? Ar versoir é-heñw, é e hano dèoñ

– Ah ! Ar « versoir »

Oa e hano dèoñ e galleg, me(d)… Ha go(ude)-se oa deut an ar, an ar d'ond war-lerc'h an trakteur neu'n, oa deut war-lerc'h oa bet an trakteurien

­– Ha n'é ket memes ar kin kwa !

Ah nann ! Houzh jañche tu hi-hun

– A-raog oa, oa kimed un ar pe oa beb-sort mod ?

An ar, ar fres, pe an drañchéres ! Ar grifon a vïe gwraet d'anèoñ a-blassou, ba'r C'hastell-Ne vé gwraet ar grifon d'anèoñ, peus ket bet gwel(et) fres (e-)bed gwech (e-)bed (aha)noh ? Ha ba-am(añ) (e)ma-hè toud c'hoazh, ar roullér(e)s

– Ar roulléres 'e ?

Ya-ya-ya-ya

– Petra é ur roulléres neuhe ?

'N heñi 'vel vïe 'passeal war an douar war-lerc'h vïe had(et) (a)nèoñ, pe pé vé hadet yeot petramed un dra bennaket ha' vé ka(v)et, 'n heñi na gallet diwan, petram vïe flastr(et) ar grolou, ar grolo goûd a ret petra é ar grolou ?

– Nann, ar grolou nann

Ar grolou, an douar, les mottes si tu veux

Ah les mottes ?!

Ouais, faut écraser ça
, ha ba dou(a)r-ponner pa é kestion dé, dé basseal ur roullér(e)s dé, 'tro ar mar(e)-m(añ) 'raog pider eur, raog, raog vise machinet 'nê, ma vise sec'h an hañw-se, ah ya-ya ! Da-veked pé vé hadet, laket chounaï ha traou ar mo(d)-se… Ah ya-ya ! Ha roul(añ) ho touar petram an de war-lerc'h vïe err(o) kal(ed) 'vel, 'vel, 'vel… 'Vel sim(ant) kwa ! 'Vel an dou(a)r zo ba'n nec'h ahe gi-s(e), ba, ba'r weremm-dou(a)r da zond amañ, an dra-he zo dou(a)r-ponner 'e ! Ha vïe daw doc'h labour(a)d 'nèi kenkent vise… Troiñ 'nèi vise daw doc'h, fres 'nèi ha passeal ar roullér(e)s ba-neu'n 'vid kaoud 'nèi aes d(a) labour(ad) an de war-lerc'h kwa ! Oh ya ! Ha brem(añ), brem(añ) é… N'ounn ket pe-geid so oa, med torr(e)t é-hi brem(añ), ar vibrokulteur ramp da hezh ! Me n'ounn ket petra vïe gwraet d'anèoñ mod-all (aha)non, ur grifon 'n-heñi é 'e, mem-mod 'vel (a)n heñi-all, ya. Hag ar roulojenn ba-dreñw kwa ! Peus ket bet gwel(et) lak 'nèi gwech (e-)bed (aha)noh ?

– Oy ! Me, me n'oun ket gwal…


Ha me meus, me meus toud, me meus toud ar batri ahe gis-se ba'r park c'hoazh

– Sur walc'h meus gwelet 'nê pé oain bihen ba'r feurm ba Moustargoll kwa ! Ba-ti ma mamm-gozh, pugur oa ur bern oustilhou kozh ar mo(d)-se, me(d) me meus ket gwraet gate james kwa !

Ah nann-nann !

– Ha sterd é goûd da bet(r)a jervich pet(r)a, pugur meus ket gwraet gate kwa ! In mod e-bed kwa !

Nann, nann-nann. Me(d) 'benn, 'benn oan 'labour(a)d ga'r c'herseg oan yowank ! Oan go(ude)-se, pé oan deut oa, oa netra (e-)bed, 'benn-neu'n oan tregont vla pé ma echüet c'hoazh, seto brem(añ), matrehe un' ha-tregont matre'n… Me(d) ar mod-all vïe sa(v)et ha ràet boued d'ar c'herseg da 'r mintin vïe ahe, me(d) daw vïe sevel hag a hi sa(v)e a-bred ha' ree boued d'ar c'herseg raog mond d(a) labour(a)d ! C'hwi vïe daw reiñ boued d'ar re-s(e), kass 'nê d'an dour ha ràet kerc'h dê war-lerc'h go(ude)-se

– Plous-kerc'h vije rôet dê ?

Kerc'h vé ràet dê raog mond d(a) labour(a)d ! Ha plous-kerc'h vé ràet d'ar saout ! D'ar c'herseg vise ràet ar, ar foenn-melchon dê

– Ya

Ha pil-lann ! Kar mo da zeskui un drailhér(e)s-lann doc'h ahe, ma peus c'hoant… Bi zo fleur war'nê ba am(añ) gi-m(añ) ba'r machin 'nê

– Un' ba Plouïe na bet lar(e)t an dra-he din-me, raog oa despugnet ar foenn, a-raog vïe lak(e)t 'naoñ ba'r hreñch war-lerc'h matress(e) ha na lar(e)t : Despugnet an heol ba'r bern-foenn

Ah ya ! Vïe dispunet ar foenn 'barzh vïe bet küet an heol kwa !

– Ya

Ahaha ya !

– A-raog teufe ar glô kwa ! An dra-he vé lar(e)t amañ ?

Ah ya-ya ! « Tap a reh an heol ba i greis », vïe lar(e)t, 'barzh ma vis(e) echüet chærr 'nèoñ 'barzh, 'barzh vis(e) kü(et) an heol kwa !

– Ah ! An dra-he zo braw

Ah ya ! Me(d) 'benn-neu'n oa foenn ha' oa ket, oa ket botellou c'hoazh, 'benn-neu'n oa toud en vrac ha kirri ha rojou-koat

– Roujou-koat ?

Rojou-joat, hou(a)rn, hou(a)rn oa 'è, me(d) ga… N'oun ket kap da ziskui 'nèoñ doc'h, vin ket, kar ma'hat é-ñw, ma'hat é-heñw disac'h(e)t ! Me meus bet un' ba'r machin ahe gis-se so bet chomet da vrein(añ)… Hezh so ur charabañ oa bet chom(e)t da vrein(añ) 'è

– Me(d) an dra-he vé ket lar(e)t : Temporell pe timporell ?

Tamporellou é ar, ar re vis(e) lak(e)t war'nê 'vid chærr foenn ha neu'n a vïe ras la caisse mod-all hag ar re oa, ar c'hledennou a reemp da 'r re-se 'nê. Memes-mod vis(e) daw lakad war ar c'harr ha go(ude)-se ar c'hirri divèoñ neu'n vise gwraet ur, un tamm garde-boue vïe gwraet d'an dra(-ho)nt, n'ounn k(et) (ha)g-eñ é ur garde-boue oa-heñw, med 'vid 'h ampech ar foenn da rusal war, war ar rod

– War ar rod

An dra-he oa 'vid…

– D'ampech an traou da frotañ kwa !

Ya-ya ! Hag toud ar c'hirri nagn ket 'n dra(-ho)nt 'è, oyow ! Me oa daw 'h o(be)r karradou-ed c'hoazh, 'vel vïe gwraet gwech-all, meus ket ankoueet 'h o(be)r 'nê (aha)non ! Me(d) pet(r)a gont an dra-(ho)nt d'ar re-yowank 'ta ! N'eint ket kap da gomprened 'nê, pugur brem(añ) neugn ket bet lampet war ar, ar moissonneuse na karg ar greun war, ba'r c'harr e-hun ! Pé vïe gwraet a-raog oa ket kalz tud 'e, toud ha pa vïe daw troc'h anê ga an droc'hér(e)s ahe gis-se ha lass 'nê ga… Ma vïe ket kerc'h petram ma vïe gwinizh, gwraet ga un tamm d'anê, ga ur… Ga ur c'hewr vis(e) gwraet da 'n dra(-ho)nt

– Ar c'hewr, ya

Hag a saw anê war-lerc'h go(ude)-se neu'n dê da sec'h(iñ)

– Pe-sort mod oa gwraet deus an… ?

Ur voud(e)nn, ur voud(e)nn vïe gwraet da 'n dra(-ho)nt. Ga ur voudenn, ya ha vise lak(e)t ar c'hewr war'nèi. Ma zigoueè a oa ur bla(v)ezh fall 'vel oa digoueet ar bla(v)ezh oan komañs(e)t, oa ket gall(e)t had(añ) an ed raog mis-kerzu ! Ha go(ude)-se oa troc'het-heñw, pé oa deut ar mar(e) 'è ha deut ar glaw ba mis-eost ha higin(et) ar boudennou toud ! Oa daw distag(añ) 'nê. Pé oa kistïon da werzh(añ) ar gwinizh vïe daw doc'h passeal 'nê ba'n trieur 'benn kaoud greun mad dé gass d'ar vagajin, 'vid pêo ar ferm !

– Ya

Aha ! Ma ket bet kalz tra da 'r ferm (aha)non, me ma ket rekoltet ko(s)imant

– Ar blavezh kentañ oa ?

Ar bla(v)ezh kent(añ), ya. Me(d) ar bla(v)ezh kent(añ) oa mod-kozh (me)mest-tra, pugur meus… 'Barzh oa ràet arc'hant doc'h, Crédit Agricole, me ma renket o(be)r tri bla ! Ha hè lare din, me oa kont d(a) gaoud un trakteur walc'h 'è :

« Ah ! Quand t'auras les reins plus solides ! » Oa lar(e)t din

– Ha amañ vé ket lar(e)t : « Hemañ zo, neus gwrïou mad » ? Meus klêt an dra-he 'vid « quelqu'un qui a les reins solides »

Ya ! Les reins solides, med 'd-afer-se oa-hè (??????) 'n-im laket, lak(e)t ba e blass kwa ! Ma vé penvidig walc'h an dud raog kwa ! Ar re oa ba o flass kwa ! Oh ya, ma pa gwrïou, ya ! Med ma, me ma ket gwrïou am(añ) gi-m(añ) (aha)non, pugur oan ket ba… Ar re na gwrïou mad oa tud ha' oa ba o flass o-hun ! O sud oa, oa ba o douar dê kwa ! Me(d) me meus renk(e)t pêo mé douar toud !

– Ha prenet toud ?

Toud-toud-toud-toud !

– Ha oa ket rôet sort e-bed kwa !

Toud ahe, traou ferm(e)t kwa ! Ha mé mamm-gozh, pé oa-hei deut am(añ) da Plonee, neus renket 'h o(be)r toud ar batimañchou amañ gi-m(añ) ! 'H o(be)r an ti ba amañ gi-m(añ), 'h o(be)r ur c'hrow ba ahe gis-se hag ar machin ahe gis-se ! Ha pêo ar… Ha maget an ouvrïerien d'o(be)r, d'o(be)r 'nê, ah me(d) ar patroñ bêe ar machin, me(d) hi renke magañ an ourvïerien ha' vïe, ha hè chome ba'r penn-all ahe gis-s(e), a-wechou pé vïe dihan(e)t ar glaw zigoueè-hè 'tro deg eur, deg eur-hanter, 'benn deb o mer(e)nn 'vel vé lar(e)t, pet(r)am deb o lein 'vel laret ba, da du-s(e) kwa ! Set' d'an amzeriou, n'ounn ket pe-sort mod oa ar bañsïon (aha)non, me(d) mallezh 'Toue ! Ouele-hi walc'h da Plonee, go(ude)-se mod Plonee un tamm 'è, ar re-s(e) neus deb(et) meurd a be-moc'h-lard demp-ni

– Neus debet pet(r)a ?

Meurd a be-moc'h-lard ! Des cochons d'engraissement quoi !

– Ah ya

On les tuait à la ferme et puis
… Ar pe-moc'h vïe laet ba'r ferm ha lak(e)t ba'r bailh sè, ahe so un' 'benn-neu'n, ma (???) un', ba ur saloir !

– Pe-sort mod a lares-te ?

Ur bailh-kig, pé vis(e) lak(e)t leun, an dra-he vis(e) tap(e)t d'anèoñ. 'Benn-neu'n oa ket traou 'vel zo brem(añ) è ! Ehehe ! Koñjelateurien ! 'Vel an elektrissite n'é ket deut amañ gi-m(añ) 'hann da 61 'nèoñ 'e !

– 61 ?

N'eus ket gwal bell-zo c'hoazh 'è

– Oy biskoazh, ya

Nann-nann

– Med ma mamm na lar(e)t mem, mem-mod din-me, ba Plouïe lec'h oa 'chom a-raog kwa ! Pé oa bihen kwa !

Ya

– Oa deut divêt a-walc'h an traou memes[-tra], oa ket deut an elektrissite a-bred a-walc'h, deut…

Ha goulskoude c'hwi oa tost d'ar barraj gwraet ba Sant-Herbod du-s(e)… Sant-Herbod, c'hwi, c'hwi oa d'an usin oa 'è eletrik, da 'r c'hentañ re oa ba'r vro dre-amañ gi-mañ !

– Ah ya matresse, me(d) oa ket goulou ba, ba Moustargoll oa ket 'e

Ah nann, nann-nann ! Me(d) oa, ma oah ket brañch(et), oa ket goulou kwa ! Me(d) me meus gwel(e)t pé oan ba'r skoul, brem(añ) vé lak(e)t ERDF, me(d) an elektrissite oa, oa une compagnie… Compagnie Le Bon vïe gwraet d'anèi d'an amzeriou pé oan ba'r skoul ! An dra-(ho)nt oa privé kwa !

– Ya

An dra-he oa d'ur particulier kwa ! Ne gasse ket goulou (ne)med ba-tal an ti-skoul ba du-(ho)nt, just 'vi(d) ar vourc'h ! Ha ur c'hilometr da 'r vourc'h kwa !

– Pelloc'h oa ket kwa ?

Pelloc'h oa ket, nann ha c'hwi 'h ee d'an dro ga glow hag…

– Sur é cheñchet an traou bremañ !

Ah ! Ah ya… Ha c'hwi peus klêt an dra-he (aha)noh matre'n, beñ lar an elektrissite oa privé raog, kar…

– Ah ! An dra-he ma ket klêt lar

Ah yeo ! En… De Gaulle, en 45, na, na lak(e)t an dra(-ho)nt dé…

– Da ve publik kwa !

Étatiser ça quoi !

26/05/2017

E-gis-se oan kroget da ziskiñ kontañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet bla hanter so ga Benjamin Bouard ba-ti Maurice Poulmarc'h ba'r Fouillez. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pugur justamant (e)vid lar(ed) an dra-he pa… Ar staj kentañ moa gwraet gan Mona Cassagnou ar blavezh c'hwezeg ha tri-ugent oan bet 'wel un dèn ba Skaer, n'ounn ket ma é Skaer pe Coray, Pierre Bras oa i hano. Ha oa, d'ar mare-se sè oa ur mikanik ganin ahe ha oan aet di dé wel, oan, ha oan aet di gwel(et), da wel 'nèoñ ha oa un ti-apoteis ha pa oan aet ba'n ti oa prenestou bihen ha oa téñvel ba'n ti ha heñ oa n'-im lakeet ba'r c'horn ahe (e)vid ober ha krog kontañ !

Gast 'ha pfiou ! An (dr)a-he zo gij ma nije bet rôet ur c'hleñved din ! Ha goude… Hañ beñ neuhe un devezh bennag 'o renket d'ober an dra-he, ha nann an (dr)a-he n'é ket possubl kwa neuhe ! Me ma klevet va dad kontañ dija, med va dad gonte, pugur oa pa'n (d)e kreis an ti kwa hañ ! Doc'h ar goñ pa'n (d)e kreis an ti ! Ha va zad lavare din gwech e-bed, neus ket lavar(et) din gwech e-bed :

« Deus 'ta bremañ, kont an dra-he ! »

Ah nann gwech e-bed ! N'ouzon ket dam betra. Hag, pé oan… Goude meus gwraet kanowennou ha ur bern traou kwa ! Ha meus bet c'hoant da 'n-im lakad d'ober, d'ober an dra-he ! Ha meus talempredet un dèn ha é Gwendal ar Floc'h. Ha heñ na bet gwraet, neus bet gwraet teatr ha traou a-gis-se ha an dra-he na, neuhe poan moa kwa ! Poan moa… Ha gantoñ oa ur feuilhenn ene :

« Ha peus kimed lakad ahe hom feuilhenn ha' weli an dra-he ha vé daw… »

Oulala… Oan ket gouest !

Ha e-gis-se ma lesket an dra-he a-goste. Pé oan deut en-dro amañ, haha ! Amañ ! N'ounn ket ba p(e)-lec'h oan, euh… Ha pe-naos, Jean-Marie Scraigne lavar din :

« Daw dit dond un devezh sè da, d'ar Youdig, dit da wel(e)d, da ganañ pe d'o(be)r un dra mennaket… »

« Boñ bah… Meus ket kalz amzer hañ ! »

Amañ oa ar labour d'o(be)r !

« Meus ket kalz … »

« Ah yeo-yeo-yeo !

Med n'ee ket, heñ na, na ket oto (e)-bed, pe on bet ahe en oto, me(d) heñ gondüe ket ! E-gi(s)-te ma kemeret un devezh ha aet d'ar Youdig !

Pa oamp aet d'ar Youdig oa tud ha' gonte e galleg hag a oa kanowennou ha traou a-gis-se hag pe-naos… Claude le Lann lavare din :

« Oh beñ ! Red é dit sè 'n-im lakad d'ober re ! »

« Holala ! Ya-ya-ya ! »

Boñ 'het e-gis-se, bevech pa 'h een war ar leurenn, ah bañ ar wech-mañ é mad 'ha ! Kar tapet meus 'nèi, ar gontadenn, tapet 'nèi ar wech-mañ ! Duzhtu 'h een war ar leurenn, plop ! Lipet ! 'N-im laken da ganañ, echu oa ! Echu, oan ket gouest ! Oan ket gouest dé, pe-naos, dé daol 'nèi maes kwa !

Hag on bet… Hag un devezh neuhe, heñ lavare din, euh pe-naos, oan-me tapet, oan tapet-berr kwa ! Heñ lavare din :

« Beñ ar wech-m(añ) memes-tra vo daw dit 'h ober ! »

Claude le Lann na laret din oa, e galleg kwa, med na laret din :

« Ar wech-m(añ) memes-tra vo daw dit 'h ober ! »

« Ya-ya-ya ! N'eus ket kudenn (e)-bed kwa ! »

Hag oa un nor a-gis-se, gis an nor ahe weles, oa un nor a-gis-s(e) dreñw ar, dreñw ar leurenn ! Ha heñ lare din :

« Peus kim(ed) dond ganin dre-dreñw du-he ha dé, dé lañsañ 'nèi un tamm bihen kwa ! A-raog mond barzh kwa ! Het' e-gis-se vo, vo aessoc'h doc'h, vi prest dija kwa ! Pa po kontet 'nèi ur wech pe diw pe… Vo ba, ba da benn vo un tammig ! »

Heñw 'tigor an nor ha mond war ar leurenn ha lavare din hag a heñ lavar :

« Beñ, hemañ zo vond da gontañ dec'h ur gontadenn »

Hag plouf ! Boum !

Boñ ! Oa ket mad hañ ! Med, pe-naos, n'ouzon ket pe-naos vé laret sè, un harz moa kwa hañ ! Oan ket gouest da vond war-raog ! Ha diwar an taol-se, hop ! Partïet ! E-gis-se oan kroget dé, dé gontañ, bah ! Pass flour 'benn-neuhe, pell oan deus (a)lesse, med nintra (ne)med distagañ oa ar pezh oa en-dro din gis-se, gis vé lar(e)t

Hag meus labouret neuhe gan Gwendal ar Floc'h un tamm bihen, med oa ar mod dèoñ d'ober oa ket ! Hag un devezh sè oan aet dé, meus ket joñj da, Konk-Kerne gav din, (a)ssames gan, ya Concarneau ! (A)ssames gan Jean-Marie Scraigne. Ha oa, hed an hent ahe ba'n oto, mamp kaoseet deus an dra-he kwa ! Ha heñ lavare din :

« Lesk, lesk toud an dra-he da goueo ! »

« Ah boñ ? »

« Ya-ya. Res ket a-gis-s(e) 'ha ! »

« Ah beñ ! Ha pe-naos a ran-me neuhe ?! »

« Ah beñ ! Te jilow ar pezh, ar pezh so, zo lavaret barzh dre-vras a-gis-se, te jilow dre-vras ha gis-se teu ar vazh barzh goude. Ha goude sè, te renk 'nèi deus ar mod gaosees-te ! Deus ar mod res-te ! »

« Ah boñ ? »

« Ya-ya ! Beñ, me ra a-gis-se 'ta ! »

Ha goude, beñ goude laron, beñ wechou pa teue da joñj din-m(e), pugur war ar ganowenn ran-m(e) a, ran a-gis-se, pa mé… Wechou meus ket c'hoant kanañ, e-gis tou'n dud hañ ! A-wechou kreis-toud, n'ounn ket dam betra, meus c'hoant kanañ, bon ran-m(e) ha mad pell-zo kwa hañ ! Ha a-wechou peus ket c'hoant choñjal ba'n dra-he, joñjes ba'n dra-he kwa !

Ha heñ lar :

« Pa teu choñj dit ba, ba dé gontadenn : ale klak ! Ha' gontes 'nèi duzhtu gis-se ! »

Ale ! Hezh lar vo aes din ! Ha meus gwraet e-gis-se ha duzhtu sè é digoret, digoret an nor gis vé laret, sell digor an nor, ah beñ holalala !!! Hag… Eh ya, gast 'ha ! Beñ ya ! Hag a na gont, gonten ket, pugur ba, ba'r gontadenn zo gis ba ur ganowenn é da, an toullou neus, 'n-hi(ni) é ar gwashañ kwa ! Ha derc'hel toullou ha da hirraad, an toullou zo berr pe hir, ha dalc'het-hè hir pe, pe berr, ahe 'n-hi(ni) (e)ma ar gwashañ ! N'é ket sè, gis ma vé lennet kwa ! N'é ket penn-dre-benn, gwel a res ? Hag a… Ha an dra-he oan ket gouest d'ober sè ken reen an dra-he « rrrrammmm » ! Hopala ha aet é kwa ! Hahaha ! Aet é 'biou (a)darr(e) ! Aha ! Ah ! Lipet oun (a)darr(e) ! Ah ! Lip(et) oun (a)darr(e) ha préss war'(aha)non dé, dé echüiñ dram a teue béc'h war'(aha)non, hañ ! Ha pa oan, pa meus gwraet, gis neus gwraet, na lavar(e)t Jean-Marie din :

« Nann ! Kreis-toud, pouf ! Gis (e)momp kaoseal ahe lavaron dit, tieñ ! Klêt peus ? »

Petramant pof ! Ya é gwelleet duzhtu ! Hag é neu'n non-solamant é gwelleet, me(d) 'vid tap ar re-all, bah ploup ! Ha eint deut barzh duzhtu, vanke din-m(e), med vanke din-m(e) ar framm !

Hag un dra-all na lavaret din ha 'h an da, da lared dec'h sè, ur gontadenn savet ga, meus klevet gan Yann Poëns. Hag un devezh, Jean-Marie lavare din, pé ma, un tamm ma kontet 'nèi dèoñ ha lavare din :

« Ya ! C'hwi gomañs klask 'h ober gis Yann Poëns »

« Ya, beñ pe-naos rin neuhe ? »

« Beñ peus kimed 'h ober choas ! Da lakad nèi ba ho lec'h ! Pugur Yann Poënce zo deus Tremel, heñ na laket sè e gontadenn toud war, war ur c'horn ha… Un dachenn a'h anvees kwa ! » A lare din, « 'heid-se… »

Ah boñ ! Ha meus lakeet 'nèi sè war, 'tre war hent, 'tre ar Fouilhez hag a(n), ha Uhelgoat ahe ! Ha duzhtu meus lakeet ene meus kavet, kavet ur bern traou da lak(ad) izhpenn barzh !

– Ya-ya !

Gwel a res ?

– Ya-ya, soñj meus, ya !

Ya ! Ur bern traou ha' na… Boñ ! Oagn, (e)maint ket ba egile, med a-gis-se kwa ! Ya hag an dra-he, hag an dra-he zo… Gis m'onn, n'é ket dre, dre, gis ar ganowenn, n'é ket dre ur feuilhenn vi desket kwa !

– Ha just a-walc'h plijet on bet ar wech diweoñ peus kontet un istor. Kroget oc'h gan un dra… « Ah ya ! War an hent Berrien e oa un ostaliri bennak »

Ya-ya !

– Ha me choñje din e oa un istor gwir kwa !

Ya ! Ya-ya !

– Ah ya ! Ha goude-se oa an istor kwa, med…

Ya-ya ! Justamant ! Me(d) an dra-he, an dra-he é Jean-Marie Scraigne ! Heñ essêe… Hag heñ, pa na kle[vet], pa glev un, pa glev, pa gleve :

« Ah ! Amañ so un' vraw 'ha ! »

Eizhte goude, hop ! Neus savet, é savet gantoñ ! Lar ket memes-tra neus klevet, med gis lare :

« Un hent eo » lar « ha lakes fleur ba beb-tu deus an hent 'n-ur, 'n-ur vond »

– Hag ar c'hoñchou vé kontet ganec'h a zo koñchou peus klevet pe peus ijinet ?

Meus ket ijinet. Meus kimed ijinet, hanter-ijinet un' ha' oa, justamant, deus an dra-he sè ! Meus ur gontadenn, beñ va zad, pa a goñte demp (a)taw : Kontadenn al làer-amann

Hag pugur neus ket bet laket (aha)namp d'ober, me ne welen kimed ar framm deuhouti kwa ! Gwel a res ? Het' e-gis-se moa c'hoant kontañ, kont(añ) an dra-he ! Ha é hounnezh sè, meus, hag… Pe-naos, hounnezh meus trôet da va mod kwa ! Med meus kimed dalc'het (ne)med just ar framm deus ar pezh lavare va zad. Ha goude an dra-he oa un, ma peus c'hoant, ar framm deusouti oa mad ba 'n ennomp, pugur pa nïe ket gwraet, echu i gontadenn, heñ gan va mamm, heñ lare :

« Peus ket joñj, hounnezh du-se » meu(s), larent, meus ket joñj deus an hanoiou kin, « hounnezh du-he pe hennezh du-he oa digoueet an dra-he gantoñ memes-tra kwa ! Ya ! Ar re-he oa bet tapet berr ene ! »

Ha e-gi(s)-t(e), nin oa bugale ha' ga(v)e demp, pfiou ! Haha ! An dra-he zo gwir ! Heñ ! Gall a reemp… Boñ n'é ket gwir, boñ n'é ket gwir kwa ma ! Med e-giz-se oa, goa-goa !

Ha bet na ur gontadenn-all, med meus ket joñj kin kwa… Oa war ur person mennaket oa e Plonee-ar-Faou, pugur Plonee-ar-Faou oa-hañw, oa-hañw ganet hag a oa memes-mod, med meus ket… Ha goude viche, war-lerc'h nij(e) klêt i gontadenn viche (a)taw deg munut pe ur c'hard eur, ur gontadenn-all kwa ! 'Vid displegañ ar pezh oa barzh kwa ala !

« Heñ oa digoueet ga hezh, hounnezh ree e-gis-se, houmañ ree e-gis-se »

Ha sete gis-se oas, oas tapet barzh kwa goud(e) :

« Ala ! Holala ! »

Nign oa bi, bihen ha oan 'e deg vla, boñ beñ an dra-he oa, pfiou ! Ahe oa sterd an traou kwa ! Ha goude meus lennet, sè, kalz, sè, ba, war lewriou, Gab(riel) Milin, toud, toud ar re-he meus… Ha amañ meus ur bern, sè, lewriou deus an dra-he. Ha lod na teuen ket benn da dapañ 'nê ha lod-all beñ… Beñ gis ar ganowennou kwa ! Lod deuh ur ganowenn blij doc'h ha lod-all blij ket doc'h kwa heñ ! Memes-mod é !

25/05/2017

Jañdarmed, kicher, gwin, kafe ha tud alerjik

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, deut oain assames ga Tanguy Solliec. Trañskivet na traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Ah ya ! Bon a'ha ! Hag a zo mad a'ha !

Beñ ya !

– Komañset é pe… ?

Ah ya ! Hemañ na kalz a draou… Oh ! Lesk houzh 'ta 'vi(d)-c'hoazh, lesk 'nê da…

Oh daon ! Damaig…

Eh ! C'hwi, c'hwi a ev gwin ?

– Ah ! Rein ket ahe, pugur rankon kass ar re-mañ d'ar gêr war-lerc'h

Ahaha ! Ha peut owen raog ar jañdarmed matresse ?


Ya

– Ha gwelet meus 'nê

– Diw wetur oa

– Diw oto oa etre…

– Un' ba Skrigneg hag un'-all ba…

– Berrien

– Berrien, ya


Ar jañdarmed ?

– Ya

– Ya


Ah boñ !

Ah ya… Ah ya ! Daon ! Bremañ zo ka(v)et ba…

– Ah ! Me(d) bremañ é braw an amzer 'è !

Ya ! Ha pa oa ar glô vijent ket gwel(e)t, pugur…

Ah nann !

– Ar re-he zo…

Ar re-he nagn ket c'hoant da 'n-om hwlebañ !

Eo ma'hat-sur !

– Ar re-he zo 'vel kicher !

Ah ya-ya-ya-ya-ya !

– Ev ur bann'h ba…

Eh ! Vorz pegen ginoweg eint, fin eint un tamm memes-tra !

– Oh ya !

Ya-ya ! Be eint !

– Deus o mod, ya

Ya, deuh o mod !

Sertenamant, ya !

Ya !

Ben oui…

– Boñ, añrejistret é, kass(e)t vo dê


Ah bon ?

Ahaha ! Ale ! Hemañ na kalz a draou da houll diganes, a lare

Ah bon !! Traou neus da houll diganin !

Ya

Boñ neuhen 'ha !

– Oh ba, matresse komañs(añ) trankil a-walc'h memes-tra…

Ah boñ !

Ya, leusk ar jañdarmed lem emaint ! Ar re-he meump ket emm

– Nann-nann

Ah nann !

Me(d) pet(r)a, pet(r)a zo bet 'vi(d) ar mar(e) zo ahe 'benn (e)maint barzh Skrigneg ?

– Sell 'ta

Daon ! N'onn ket 'ha ! Med klask ar re zo lahet ahe ba'h ar…

Hañ ! Eh !

Ar plac'h yowank zo ka(v)et barzh Dirinon !

Hemañ neus chañs !

Ehehehe !

Heñ, heñ vé ket… Lesk ar c'hazh ! Heñ vé ket frêet ! Deuh ma welon ! Ahahaha ! Sell deusountoñ 'ta ! Ma hi(ni)-me zo mo(d)-se 'è

Ah ya, me(d) n'ane ket, se zo kaos

Me(d)…

Mais c'est pas pour toi !

Va pas le taper
 ! N'eus ket droed da skeïñ warnoñ ! Sell pegen koant é !

Ah ya ! Koant é, ya, me(d) kirivus é ! Fout-piw teuy ahe, a'h ey war an daol da wel pet(r)a vo !

Ahahaha !

Ah ya-ya ! Ha ma rôi un tamm taol daoñ, goude chomo trankil

Me(d) du-he n'eus kazh e-be(d) ? Ar re-vihen neugn kazh e-be(d) ?

– Ah nann, kazh e-bed, pugur é ma gwreg zo, pe-sort mod, alerjik deuh ar c'hicher

Aha !

Ah !

– Me(d) ur c'hi zo

Ah ! Ur c'hi zo ha deuh ar c'hi n'é ket alerjik ?


Ah ! Ur c'hi

– Nann

Ah boñ…

– Nann, me(d) drol é heñ memes-tra

Ya

– Pugur : Ar c'hicher, ar c'heseg

Ya

– Setu n'é ket gouest da badañ re…

Ah ! Memes ar, memes ar c'heseg ?!

Ah !?

– Ah ya-ya-ya

– Ah ya…


Ar c'heseg so ur c'hwezh kreñw gante

– Ya-ya, me(d) an (dr)a-he zo deus…


– Ar blew ?

– N'é ket ar blew é, me gav din é an dra-he é an dour a zo ba'r ginou


Hañ !

– A ra d'an dud be alerjik

Ah matresse, ya


– Ah ! An dour ba ginou pet(r)a ?

– Ba ginou ar c'hicher


Ya

– Ah ya ?

Daon 'ha !

– 'Vid ar c'heseg, n'ouzon ket

'Vid ar c'heseg n'ounn ket 'è, me(d) ma mab-bihen neus ur c'hazh 'è hag pa 'h a da gousked gantoñ, an de war-lerc'h n'o ket meh-mod !


Hañ !

Neuhe é alerjik 'è

Eh ! Glefe ket mond 'ha !

Nann, me(d) daon ! Wichou ar c'hazh 'e

Ya

A'h a war i lerc'h hag…

Daon ya !

Beñ ya !

Ra ket, ra ket intañsïon dalc'h-mad, houzoh walc'h

Daon nann ! Me(d) alerjik é deuh i gazh 'è ! Ha koulskoude é sa(v)et gantoñ in bihen ha-toud

Ah ya…

Ha bremañ dre ma teu war an oad, daon ! N'andur ket kin…

Ha beañ zo lod so deuh ar pleuñ

Ha meh-mod, ya-ya-ya-ya !

– Oh, me(d) deus beb-sort traou heñ ! Deus…

Ah ya !

– Deus ar boultrenn pe deus…

Just a-walc'h, ya

Deuh ar boultrenn zo re-all ha…

Ya-ya-ya-ya !

– Ha memes ! Me klêt 'e gad, be zo lod, me(d) n'eus ket re, eürusamant dê : Dour

– Dour ?!


Deuh an dour ?!

Dour ?!

– Ya, dour, ya, lod

Oh !

Ya, me(d) an dra-he zo dour vall neuhe !

– Nann-nann, dour, dour : Forz pe-sort heñi !

Hañ bon !

An dra-he meus ket bet klêt c'hoazh !

– Memes an dour pur ha-toud, ya

Hañ ! An dra-he zo drol 'ha !

– Ya, me(d)… Beñ un tamm 'vel ar re zo alerjik deus an heol memes-mod heñ !

Euh ya, be zo…

– « Les enfants lune » a vé gwraet deusoute

Ya ! A zo 'è, n'anduront ket 'è nann

– Nann

Nann-nann

– N'anduront ket an heol

Hañ bon 'ha te !

– Ha be zo lod gad an dour 'e

Ho-lala-lala-lala ! Ah ! An dra-he, an dra-he, memes-tra, zo dïaes 'è, kara ?

Hañ ya 'ha ! Daon ya !

– 'Vid 'n-om welc'hiñ

Ma vefe, ma vefe c'hoazh…

Daon ya ! 'Vid 'n-om welc'hiñ é dïaes daoñ 'è !

– Beñ ya

Ma vefe c'hoazh deuh ar gwin !

Ah ya ! Ahaha ! Ya ! Deuh ar gwin, ya

Vefe ket ken sañsubl !

– Oh ! Me zo un tamm 'e heñ ! Blij ket din heñ ! Me ga(v)on ket mad

Nann ?

– Ah nann-nann-nann !

Nann

– Gwelloc'h ganes é lipad, lipad chadenn ar puñs !

Ya ! Ahahaha !

Ya ! Ya-ya-ya-ya !

– Gwelloc'h vo…

Ah ya !

– Ah nann ! Me(d) me meus joñj ar wech kentañ ma taveet an dra-he, pugur oain, oain bihen a-walc'h michañs ha oa un tamm gwerenn vihen ar mo(d)-se war an daol, ur werennad kwa !

Ya

– Ha matresse ma joñj(et) oa Coca-Cola barzh ha oain matresse, oh ! C'hwec'h la pe seizh la mennaket oain ha me ma evet d'un taol ar mo(d)-se

Daon ya 'ha !

– Ha oa gwin ! Ha ma ket ka(v)et mad !!!

Oh nann, nann…

Hañ nann !

– Ha dibowe !

– An dra-he zo chomet

– Ah ya-ya ! An dra-he zo chomet ! N'on ket 'vid anduriñ


Oh ya-ya, nann

– Nag ar c'hwezh

Nann-nann

– Nag ar blas

Nann, nann-nann-nann-nann !

Ha surprenet oas bet 'è, sur a-walc'h 'è

Ya !

– Ha memes-mod…

Ves ket 'ho(r)tos, houzoh walc'h

Eh ! Hemañ ga(v)e daoñ oa 'hond da gaoud un dra, un p'tit sirop de, de, de…

Ya-ya-ya !

Heñ ?

Me(d) dao ! Heus ket ? Gwich-all vije leusk(et) ar vugale

Ya !

Da lipad pezh vije ba'r wer(e)nn

Ah ya ! War-lerc'h…

War-lerc'h an dud

War-lerc'h an dud c'hoazh 'zhpenn !

Ya, biskoazh, ya !

Hag an dra-he blije d'ar vugale hañ !

Ah ! Daon an dra-he zo drol ! Chome un tamm ba foñs ar wer(e)nn

– Ale hop !

Hag a reent an dro

Metramant pa chome un tamm barzh foñs ar werenn, me meus bet gwel(e)t ma zad taped 'naoñ : Plouff ! Hag a chete…

Ah ya ! D(i)ndan an daol ! Vije gwraet 'è, ya ! Ya-ya-ya-ya !

Dindan an daol !

Ya 'ha !

Gwelet heus bet ? Biskoazh kemend-all !

– Pa jome, pa jome kimed ur lipadenn kwa !

Ya !

Ya ! Me(d) daon ! Gwich-all oa ur lor-zi bri, sell a ree mann e-bed, houzoh walc'h, pa 'h ee dindan an daol, houzoh walc'h

Nann-nann

Me(d) daon ! Ar mo(d)-se oa ar mod !

Ken, ken, a-wichou, ma vijes vass daoñ e'h ee war da ziwhar

Ah ya, ah ya-ya ! Vije strinket a'ha !

Ya

Beñ ya…

– Me(d) me oa digoueet memes-mod ga memes gwerennad, med ar wech di[vé], ar wech-all a oa ga kafe

Hañhañ !

– Ha blame(d) se evon ket kafe kin 'e !

Ah ma ! Haha !

Aloñ bon ! Eh !

Te zo dizonet en un taol ahe neuhe !

Ya !

– Daw (v)o diwall pet(r)a (v)o laket dèoñ

Ah ya ! Ahaha !

Ah ya-ya-ya ! Oh ! Hemañ n'é ket sterd da zizon(añ) hañ ! Ma vé rôet daoñ dre-surpren kwa !

Ma ya !

Heñ ?

– Nann, me(d) boñ… Med plij a ra ar c'hwezh din-m(e), deus ar c'hafe

Ah ya-ya ! C'hwezh vad vé ga'r c'hafe

– Ya, deus ar c'hafe blije… Ah ya ! Ar c'hwezh a ga(v)on braw

Ya

– Me(d) pass ar blas

24/05/2017

Tud vew ha tud viss-fall

Salud dec'h,

Fenos vo laket an añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e ha me oa deut assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
T.
A.



Oh ! Me n'ounn ket pess(e) istoar oa bet ahe 'tre tad François ha neuhe un'-all, François matrehe ouïefe an dra-he : Oagn bet ba ur pardon bennaket ha oagn aet d'ar gêr 'dreus kartel, dre un hent kozh bennaket hag oagn 'h aretet ba-ti ur c'hamarad dê d'ev ur chopinad 'e ! Me(d) 'zhpenn un' oa bet ha dow ha matrehe tri, me n'ouzon ket

Ya

Ha 'benn ar fin oagn aet mew !

Ha koll(et) an tok ?

Hag ar re-mañ oa viss ba-enne, lec'h oagn bet 'taped ur chopinad, nagn endiket un hent fall dê d'ond d'ar gêr ! Un hent lous !!!

Oh ! Oh, yeyey ! Ahaha !

Un hent lous ! Ha koueet an tok ba'r pri !

Ayayayay !

– Hopala !

Set' heñw oa foutu ! Pugur ar re-he oa ket voien da gempenn 'nê

Ah nann-nann-nann-nann ! An dra-he oa, nann, nann…

Wei ! Ha me gred lar, la tad François oa un' deuhoute 'è, pe-sort, pe-sort hano oa-ñw ?

Oh meus ket, n'onn ket 'hat !

Meus ket…

N'é ket Chañ oa-ñw 'e ? Meus ket choñj

Chañ Lochou, matrehe Chañ, ya

Me meus bet klêt kaos deusoutoñ, me meus bet anveet 'nèoñ, nann

Matrehe François oar an istoar, pugur me n'ouzon ket

'Benn oan deut me ba ahe his-se ba'r familh, 'benn-neuhe oa-ñw ket kin 'e

Ah nann, ah nann

Nann-nann, nann

Oyowyowyow ! Ya-ya ! Ar re-he oa viss :

« Oh ! Gwelloc'h doc'h mond dre-ahe » lar, «  'dreus » lar, « ahe zo un hent 'dreus »

Ha vïe daw mond dre ar c'hoste, dre ar c'hoste-tre, pugur oa re a bri ba'r c'hreis, an dra-he oa am(añ) a-vïes mo(d)-se un tamm kost ar c'hleuñ !

– Ya

Beñ ya

Ha risket barzh ! Tapet ene…

– Ya-ya, sur ya !

Koueet, koueet ba'r pri

Ohoho !

– Oh ! Ma Doue-Doue !

Ohohoho ! C'hwi lar…

– Oh ya ! Ha ken mew-all 'vel oagn !

Beñ ya

Ya voilà ! Izhpenn c'hoazh hañ ! Ah ! C'hwi lar…

– Ha pet(r)a vije lar(e)t deus ar re vije mew ar mo(d)-se ?

Of ! Nintra, beb-sort…

– Nann, me(d) pe-sort…

Pe-sort hano vïe gwraet deuhoute ?

– Ya

Ar re, ar re vije mew alïes vïe gwraet un tamm, oh ! Un tamm bombocher

Ya ! Bombocher

– Bombocher ?

Bombocher, an heñi vije… Ya me(d)…

Bombocher, ya ! Ar re vise relget kwa ! Ya, lod…

Ya ! Me(d) an heñi eve kimed ur wech tre var(e) oa normal !

Nann-nann-nann-nann

Ya

Ya-ya-ya !

– Ha mod-all vij(e) ket lar(e)t traou 'vel : « Oh ! Hemañ zo ur c'harg-i-doull » ?

Ah yao ! Ahaha !

Ah yao-yao !

Leun o, leun o rèr adarr(e) 'e !

– Ya !

Ayayayayay ! Oyowyow !

– Ha traou mo(d)-se vij(e) ket lar(e)t mod-all c'hoazh ?

Oy ! C'hwi lar, c'hwi lar… Ya

– « Aet é ba'r li », peus ket klêt ?

Ah yao-yao ! Ya-ya ! Aet é ba'r li

Ah ya ! Ah ya, « hezh so koueet ba'r li », ya vïe lar(e)t 'e, ya

Ah ya ! « Hezh so koueet ba'r li », ya

« Koueet ba'r li », ya

Ah ya-ya !

– Koueet ?

Koueet ba'r li

Ya, mo(d)-se vïe lar(e)t 'è : « Koueet é-oñw ba'r li »

Ya-ya

– Ya, pe « hemañ zo diwar ar li » meus klêt 'e

Diwar ar li, ya-ya !

Oh ! Oyayayayayay !

– « Tapet neus sac'h(a)d »

« Tapet neus ur sac'h(a)d », voilà ! Ahaha !

Ya, « tapet meus un' », ya. Michelle deus, pe-s[ort]… Une copine da François 'benn-neuhe :

« Paket meus ur sac'had ! Paket meus ur sac'had ! »


Voilà ! Voilà ! Oyow !

– Pe « rond é i dalonou »

Ya ahaha ! Ah ya-ya ! « Boutou-lèr rond gantoñ » ya

– Ba boutou-lèr rond ?

Ya, ahaha !

Ahaha ! Oyowyow !

– Me(d) pet(r)a ma klêt ur wech 'e : « Ha hem(añ) (e)ma toud an hent gantoñ »

Ah ya ! Just walc'h

Ah ya ! Ya-ya ! Mond a ra…

… Deus an tu d'egile ! Voilà, voilà !

Deus an eil tu d'egile, ya

Voilà, voilà ! Me meus choñj ur yontr din oa, wei ! Ha oa-ñw bet, na gwerzhet ur veuc'h ! Ah ! Me n'ounn ket, oa aet da gass(e)d pell d'ar gêr, oa aet da gass(e)d, me n'ounn ket, aet… Brennilich oa aet da gass(e)d, deus ar gêr-mañ kwa heñ !

Ya-ya

Dreist ar c'hoat !

D'ar mar(e)-se, ya-ya ! An dra-he oa pell neuhe

Ha sete oa-ñw aet (a-)bred deuh ar mintin, den e-bed ba'r gêr 'benn kreiste ! Den e-bed ba'r gêr 'benn mer(e)nn-vihen, an dra-he oa le quatre heures ! Den e-bed ba'r gêr ! Ha gleeh 'nèoñ 'hopal ba ur gêr war an uvel ahe ! 'Benn, gou(de) kreiste duzhtu ! Hag e-se oa-ñw tost d'ar gêr ha teue ket d'ar gêr !

Ah ! Teue ket…

Nann, me(d) ahe, ahe oa ur chopinad hag ur chopinad c'hoazh

Beñ ya 'ha ! Ha oa bet un tu…

P(é) oa-ñw deut d'ar gêr, jome ket war i dreid !

Wei !

Ken mew-all 'vel oa-ñw !

Aha ! Boutou-rond dèoñ 'e !

Ha sete oa lar(e)t dèoñ :

« Oh ya ! Ah ya ! Fresk (e)moc'h 'darr(e) ! »

Ya

« Fresk (e)moc'h 'darr(e) ! » Ya

Ha ree kim(ed) dond ba'n ti ! Ha blam d'o(be)r i labour oa daw dèoñ mond, o(be)r…

Goude oa-ñw memes-tra, ya !

Kass(e)d ar boued d'ar c'heseg ha'n traou ! Ree kim(ed) dond ba'n ti, neuhe heñw ree kime(d) lar(e)d d'i wreg :

« Tennet ma breutellou ganin ! Tennet ma, tennet ma breutellou ganin ! »

Sè oa-ñw ket gouest da zilass 'nê ! Ken mew-all 'vel oa-ñw ! Ha faote dèoñ cheñch i dilhad 'benn mond da vouet ar loned, ya !

Oh ! Ah ya ! Sur ya !

« Tennet ma breutellou ganin ! »

« Troc'h diwar ma hent ! » Lare i wreg, « troc'h diwar ma hent ! »

– Oyow !

Ha me, me oa ahe neuhe, pugur heñw oa ur yontr din. Me oa ahe neuhe ha sete heñw teue war ma lerc'h

« Oy ! Tennet ma breutellou ganin 'ta ! Tennet… »

Ha me ma tennet 'nê gantoñ, me lare

Ar re-he oa…

Da jom war an hent pad an abard'hê toud, me lar da lar(ed) tenn i breutellou hag e-se me ma dilasset i breutellou dèoñ ! (Ne)med-seped oa-ñw aet da 'n-im… Ha gou(de)-se oa-ñw aet ahe war ar leur ! Brem(añ), brem(añ) (e)ma-hi plén, 'benn-neuhe oa ket plén ! Ha oa ar c'harr-melchon ahe, deus 'n-istribil un tamm bihen ha heñw tap ar forc'h, plant ur forc'had-melchon hag un'-all… Ha oa ket gouest da lak anèi war i skoar se ! Ha heñw, pugur heñw gouee war i rèr ! Ahaha !

– Oyeyey !

– Oyow !


Oh ya, gwech-all vïe gwel(e)t traou ar mo(d)-se heñ !

Pugur hezh ree plant, me(d) pugur gou(de)-se renkeh lañsañ 'nèi c'hoazh, sete gou(de) yee un tamm bihen 'dreñw

Ya-ya

Ha sete heñw gouee bevech !

– Essêo a ree memes-tra

Ah ya-ya-ya ! Oh yowyowyow ! Me lar biskoazh kemend-all c'hoazh !

– Ha aet é da gousked war-lerc'h

Oh ya ! Sertenamant 'hat ! Da gousked ya… Pet(r)a nise gwraet, pet(r)a nïe gwraet ? Pet(r)a nïe gwraet gou(de)-se ? Oy !

Ya, gwech-all vïe daw mond war-droad pell ar mo(d)-se heñ !

Ah ya ! Pell, ya

– Me(d) mamm-gozh, pa wele ma, ma za-kozh 'tond ar mo(d)-se mew a lare : « Oh ! Sell 'ta hemañ : Digor e askellou c'hoazh ! »

Ahahaha !

Ahaha ! Ga diw, ya voilà

Ah beñ voilà, voilà ! Ahahahaha ! Oyowyowyow-yow !

23/05/2017

Redeg koue ba'r penton bras

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti A. ba Kareis, assames oain ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



– Ha c'hwi peus bet gwel(e)t gwerc'hiñ an dilhad ba'r c'hanol gwech-ell ?

An dilhad ?

– Ya, ba'r c'hanol

Oh ya, ya, ya, oh ya-ya !

– War ur min ba di-règ an ti-skluj ?

Ah ya ! Ya-ya. Am(añ) zo… Me zo bet ba Motreff 'chom a-raog hag a, pé oan deuet am(añ) oa deuet ur min ganen deus ar vlengeuñ, deus ar vlengeuñ-hlas ! Ha oa 'vel an daol a-peu-prè ha vis(e) lak(et), hezh vis(e) lak(et) ur penn (a)naoñ ba'n dour neu'n hag ur c'hached vis(e) ba-dreñw, d'ar plac'h da lak(ad) hi benndowlin barzh hag honn(ezh) vise 'frotañ, hag an dour tàè hag ar…

– Med vij(e) ket gwraet an dra-h(e) war ur holazh ? Ur holazh, peus ket klêt kaos deus an dra-h(e) ?

– Ga'r holvazh

– Ga'r holazh, ya. « Le »…

– « Le battoir »

– « Le battoir »


Ah !!! Ya

– Me oa klask an hano e galleg, med teue ket kin

Ya-ya, an (h)olazh vise gwraet deus an dra-h(e)

– An (h)olazh ?

– An (h)olazh ?


Ya

– Ah ya

An (h)olazh, pé vise kannet 'è un tamm dé denn(añ) an dour, an dour lous maes, vis(e) pos(et)-hi wa'r min ha vis(e) skoet war'nèi ha gwask(et) un tamm bihen neu'n ha hadpassêt ba'n dour, d(é) lak(ad) an dour net ba(r)zh-enni neu'n, tan… Oh ya !

– Hag ar lessiveus ha-toud ?

Ah nann !

– Ah, oa ket lessiveus ?

Ah yeo ! Me(d) war-lerc'h vis(e) dans les… War-lerc'h, lod, lod lakè o re da virviñ, med lod a reegn ket (a)nê heñ !

– Ah nann ?

Oh nann !

– Reegn ket, med oa ket, ar lessiveus, oa an dra-he blam da zistronkañ an dilhad ?

– Da virviñ (a)nê

– Ya, med da zistronkañ (a)nê


Nann, distronkañ (a)nê vise, vis(e) war, wa'r min !

– Ah ya ?

– Ya


Ya, distronkañ. War-lerc'h, pé vïegn trampet ha tenn(et) an traou lous deusoute un tamm vïegn lak(et) ba'r lessiveus da virviñ. Ha ba'r lessiveus oa un tüio ha hezh sa(v)è ar mo(d)-se ha ba'r penn (a)naoñ oa ur penn rond ahe hag an dour, an dour tàè deus, deus an traoñ tàè ba hezh ha stlabeè war an dilhad ba'r lessiveus 'ta !

– Ah !

– Ha vis(e) lak(et) soud ba'r, ba'n dour


Ya, ya-ya

– Lod lakè ludu 'e 'vid ar, an dilhad

Ah ya ! Lod, lod lakè ludu, lod, oh…

– Beñ blam da lak anê gwenn kwa !

Ya-ya, ya-ya

– Med, vis(e) ket gwraet ur mod-ell raog oa deut ar lessiveus ar mo(d)-s(e) ?

Yeo ! Bi oa c'hoazh ur, oa ar penton, vis(e) gwraet deus hezh

– Ar penton ?

Ya, hezh oa, hezh oa ur…

– Ur pezh bassin vras

Ur macheñ bras ahe, oh ya ! 'Vel zo c'hoant dec'h ahe

– Ya-ya-ya

Rond

– 'Vel ba'r pressouer kwa !

Ya ha vis(e) laket dour tomm barzh, lak(et) an dilhad barzh, lak(et) an dour tomm barzh

– Ha pe-sort mod oa ? Oa ket ur penton bi(he)n wa'n tan, blam da lak an dour da virviñ ?

Oh yeo-yeo ! D'ar re-s(e) vis(e) lak(et) dour tomm barzh heñ !

– Ha, med oa ket ur varazh wa'n tan blam da lak an dour da virviñ hag un tuïo ha' tàè deus un' d'egile

Ya, ya-ya, ya-ya

– Ha ba 'n heñi-ell vis(e) lak(et) an dilhad

Ya

– Med pe-sort, pet(r)a vis(e) gwraet doc'h toud ar reñ-s(e) ?

Deus an dilhad ?

– Nann, deus an heñi jomè wa'n tan ha deus 'n heñi-ell

Gwech-ell vis(e) lar(e)t « redeg koue » vise gwraet deus an, vise laret. Me ouïèn ket kàer petra sinifïè an dra-se

– Koue ?

Koue

– Ya, « la lessive »

Oui, le baquet en bois, là

– Ah ya


Ha hezh oa koat heñ !

– Ya-ya-ya

'N heñi bras

– Med me ma klêt « koue », med 'vid lar(e)d « la lessive », pass 'vid lar(e)d…

« Redeg koue » vis(e) lar(e)t ha vise taol(et) an dilhad barzh ha taol(et) dour tomm barzh, ya

– « Redeg koue » ?

Ya. Oh ! Me(d) an dra-s(e), me meus gwel(e)t, me meus gwel(e)t kann(o) an dilhad ba'r reñ-s(e), med pé oan yowank-tre ! Ha é pe(va)r-ugent la so

– Med lod, me ma klêt 'e, lod lake o dilhad da sec'hiñ ba'r prad, war ar yeot

Oh war, wa'n douar ?

– War an yeot. Lak(et) an dilhad da sec'hiñ ba'r prad

Ah ya-ya ! Ahaha ! Oh gwech-ell ! Bet zo bet progrè (a)boe heñ ! Ah ya

– Cheñchamant zo, dïannañ !

Heñ ?

– Cheñchamant zo bet dïannañ !

Ya, chañchamant zo bet, oh ya ! Ba ma amzer gentañ din-m(e), me meus gwel(e)t, 93 ans meus

– Ah ya

Hag a, me meus gwel(et) ur bern chañchamant heñ !

– Ya, ya-ya-ya

Ya, gwelet meus ar penton bras, penton koat ! Ha lec'h vis(e) laket an dilh(ad) ha tàè dour tomm deus ar lessiveus barzh 'ta ! Ha vis(e) lesk(et) ar reñ-s(e) da dremp(añ) un noñs(v)ezh neu'n

– Ah ya ?

– Ah ya


Ha war-lerc'h vïegn tennet-maes ha kass(e)t d'ar stêr da wask(añ) un tamm bihen ha da lak da b-passer au battoir

– Prop kwa !

Ya

22/05/2017

Ober ur ruilh ba'r bleud a-raog mond d'ar bal

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' ha' ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e ha me oa deut assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Ya-ya…

– Koulskoude e kav din é reut ma zeod ahe beb taol


Ah ya ?

– Ah ya, me(d) an dra-he zo drol wechou

Ya

– Pegwir é, a-wechou an dud é, beb-seurt tud a zo ahe hag é… Ah ! Me(d) matresse oa memes-tal mod, mem-mod gwech-all, vije ket lod hag a ouïe respont, kass an dorzh d'ar gêr duzhtu ha kichenn…

Ah duzhtu, ya !

Ah ya-ya-ya ! Lod a oar

Ya-ya-ya !

– E-kichenn ar re-all ha…

Ra(g)-tal !

Ya, ar re-all n'ouzont ket, ya-ya

– Ya

Ra(g)-tal ! 'Vel vije lar(e)t

Ya, ya

– Vije ket lar(e)t 'è : « Oh ! Hoñzh (e)ma ket hi difennou gati » ?

Ya, houzh (e)ma hi divennou gati

Hi divennou ganti

– (E)ma hi difennou

Ya !

Ya ! Ya

– 'Vid lar(e)d pet(r)a ?

Ben elle se laisse pas faire quoi ! Voilà !

– Hañ !


Ya-ya ! Hom(añ) (e)ma hi divennou ganti, ya

Ya, vé ket echou da, da lar(ed) un dra mennañket dèi 'benn né respont(et) ! Ahaha !

'Benn dé respontet, ya. Oh ya !

– Me ma klêt un dra ga ma mamm, c'hwi peus klêt 'e matresse : « Oh ! Hem(añ) é kreñw an arc'hant gantoñ ! »

Ah ya 'ha !

Oh ! Brem(añ) vé ket klèet, an dud neugn ket kemen(t)-se a arc'hant kin !

Nann-nann ! Me(d) an dra-he vije lar(e)t gwich-all, ya

– Ah ya ?

« Hem(añ) é kreñw an arc'hant daoñ 'ha ! »

– Daoñ ?

Ya

Be zo kalz arc'hant ba o godilli ?

Ya

Oh ma Doue !

Ha lod 'e viche arc'hant ba o godilli pé 'h eent d'ar baliou ahe

Ah ya !

Ha 'h o(be)r o enteressant !

Ah ya !

Hag a larent :

« Daon ! Hemañ, hemañ zo kreñw an arc'hant daoñ 'ha ! » Vije lar(e)t, ya


Ya-ya-ya ! Ha matrehe na mann e-bed mod-all…

Ha matrehe na mann e-bed mod-all, ya

Matrehe oa toull(e)t i hodillou

Ah ya…

– 'Trousellañ ba foñs o godilli

Ya !

Ah ya ! Mem-mod 'vel François, pa 'h ee d'ar bal

Ah ya !

A ree ur ruilh ba'h ar bleud, pugur oa i dad oa meliner, blam da lar(e)d oa meliner !

Ya

Ha vije e(rr)o bleud toud pé 'n-om ga(v)e ba'h ar bal !

« Oh ! Hemañ zo meliner ! » Vije lar(e)t


Hag an dud oa goullet, pugur oa… Oh !

Ya

Ha d'ar mar(e)-se, houzoh walc'h, an dra-he oa… Eh didoñ !

Ur meliner oa ur vicher !

Vij(e) ket ka(v)et bleud ar mo(d)-se, houzoh walc'h

Ah nann !

Toud ar merc'hed vije essañ mond gantoñ !

Essañ mond ga'r meliner 'è, houzoh walc'h

Ga'r meliner blam dê da gaoud un tamm bleud !

Ya ahahaha ! Ah ya, eh ya…

Ahaha ! Oh ! Eh…

– Ah ! Me(d) an dra-he zigouev founnus memes-tra, me ma, me oa bet bouloñjer 'e

Ah !

Ah bon a'ha !

– Beñ, 'tiskiñ ar vicher

Ya-ya

Laket heus bet an toas da bifiñ ?

– Ah ya, ah ya-ya-ya ! Da hoiñ

Da hoiñ, ya

Da lakad goell-bïer gantoñ

– Ha goell-bïer, ya

Ya-ya-ya

– Goell-toas ma ket gwraet, komañs(e)t oan d'o(be)r war-lerc'h pé ma disket traou kwa !

Ya-ya-ya 'ha !

– Me(d) da zigentañ ma ket gwraet ! Ma ket gwraet (ne)med ga goell-t…

Goell-bïer

– Goell-bïer, ya

Ah ya-ya ! Oh ! Amañ vije gwraet…

– Me(d) ha oain bleud toud war-lerc'h 'e

Ah ya-ya-ya ! Ar vamm-gozh amañ…

Ha du-m(añ), du-m(añ) oa ur vorn

Ya

Ha teue re Gerbrad toud da…

Ya

Da boah(ad) ar bar(a) !

Am(añ) oa 'è ! Am(añ) oa 'è, ar vamm-gozh a dape un tamm goell

Ah ya

Bevich deus an toas

Ya

Ha hezh vije, vije 'vi(d) ar wich war-lerc'h kwa !

Ya-ya

– Ya, goell-toas

Ya, ya-ya-ya !

Ah ya !

– Ha ba p(e)-lec'h vije laket ar goell-toas ?

Ba'h ur vor(e)nn vije laket ba-lem a vije yin blam daoñ da chom mad kwa ! Ya

Ah daon ! Me(d) forz pe-naos, beb, beb su(zhu)n vije…

Ah beb-su(zhu)n vije poah(e)t, sell na ket pell da chom, houzoh walc'h !

… Ha vije ambreget !

Ya

– Ambreget ?

Ya, ambreget : Employé

Employé, voilà !


– An dra-he vé lar(e)t ?

Ya-ya !

– Ah ya

Beb-su(zhu)n vije ambreget, pugur vije gwraet toas beb-su(zhu)n kwa !

Ya, ya, pa vije gwraet bar(a) beb-su(zhu)n

– Piw vije ambreget ? Ar vorn kwa ?

Nann !

Oh nann ! Nann-nann-nann !

Ar goell-bïer pe ar goell-toas ! Ar goell-toas vije ambreget kwa !

Ya

– Ambreget… Biskoazh kemend-all !

Ah ya !

– Ha ma ket klêt c'hoazh

Ah ! Diskiñ refeh traou !

– Oh ya sur !

Ahaha !

Plantañ gwe ga un neubeud temz

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti P-L. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me meus aneet tud forz Skrigneg 'è, pé vijen 'n-om okup d'o(be)r (???), neu'n da, d'o(be)r ur groupement forestier da Coat ar Herno, on bet miser ! An direkteur-skoul barzh Skrigneg ha lare d'an dud pass chilow 'ha(n)on ! Heñw na plantet ba Men ar Vergam tr(i)-ugent devezh-ar(a)d ! Ha plant(e)t épicéa commun ha pass temz 'e ! Me(d) gwech-all, an heñi na koñseilhet, 'n heñi oa an ingénieur de, des eaux et des forêts na lar(e)t nïe mann (e-)bed war an temz hag ar plant laket bremañ zo izhpenn tr(i)-ugent vla so, (e)maint papred ba, ba Men ar Vergam, med pouah ! Traou distèr !

– Ah ya ?

Ha kichenn neu'n, me meus laket neu'n cormeraise, épicéa ha in gwerjed ahe, pe(va)r-pemp pla so ! Pejad-traou ! Me(d) me ma lar(e)t lakad temz dê kwa heñ ! Oh pass kalz ! N'é ket daw da lak(a)d kalz temz. C'hwi oa walc'h da lakad 300 gr. à-peu-près, trois poignées quoi ! Ale hop ! 'Barzh troc'h 'è, beked lak ar plant da, da bousso mad kwa ! Hag a hemañ, an direkteur de skoul hag hezh, heñw a amerde 'ha(n)on ha heñw… Hag ahe ar vugwale a'h ee dé, a gasse i vugwal(e) da lak ar plant ! D(a) blant(añ) ar plant, dèoñ… Diskiñ reegn da lakad plant, me(d) n'é ket an dra-he oa ar preñsipal, heñw oa ar preñsipal oa lakad plant ! Ha ratañ toud ! Ah ya ! Ur bern tud n'ouzont ket pe-sort mod o(be)r, med n'eus kimed chilow ! Pugur be zo tud ha' oar, ba-am(añ) zo tud ha' oar hañ ! Me(d) ha mi ma lar(e)t daoñ lakad temz, me(d) pé oan 'n-om okup deuh ar Men ar Vergam da…

« Oh nann ! Amañ n'eus ket temz, n'é ket mad an temz d'ar plant ! »

Boñ ! Voilà ! Oyeyey ! Tud trist !

Ha lod-all a zo formidables ! Mod-all ahe, 'n heñi a'h a da wel lec'h-all ha me ree kalz a reünionou mo(d)-se, vise da lakad peupliers par exemple, boñ ma lar(e)t da, d'ar re oa enteresset : Naw pe deg, wechou vije 'zhpenn

« Boñ, am(añ) (v)o laket un devezh dé wel ar peupliers i(v)e »

Me meus gwraet des essais ba partoud : Ba Men ar Vergam ma lakeet eizh sort ! Ha 'h eemp surplace dé wel 'è pe-sort mod o(be)r ga'r re, ar re tàe mad, beñ a vïe gwel(e)t duzhtu hañ ! Hag an dud a lare boñ :

« Gwelloc'h demp lak(a)d ar sort-se »

Da laka(d)… D'ar mar(e)-te oa-hi 214 sort ha' tàe mad heñ ! Corabel, mad-tre 'è ! An d(r)a-he teue deuh an États-Unis kwa heñ ! Ga Fritzi Pauley. Fritzi Pauley oa un Allemand aet da Californie hag aet da wel ar peupliers ha digass(e)t des boutures gantoñ ha plantet 'nê ba'n Allemagne hag a ac'hane é Fritzi Pauley parce que ha heñw oa Fritzi et e wreg oa Pauley. Hag a… Na un' oa 'ta ! Mazerand oa ingénieur ba Kemper, un dèn kapat ! Hag é aet, oa bet ba'n Allemagne en stage ha na degass(e)t boutures gantoñ, pemp ha hanter-kant pe, pe 'zhpenn ha plantet 'nê ba Guerlédan, le lac de Guerlédan

– Ya-ya-ya


Ya, da Pontavice, hem(añ) na en(e) dow vil, pe(va)r mil devezh-ar(a)d ! Ha (e)ma, ha plantet ene ha teuient mad ! Ha me oa bet en stage 'è, war an de, en journée forestière quoi ! Ha me ma degass(e)t ba amañ gi-m(añ) 'è ha plantet 'nê ba ar prad ! Plantet 'nê le jour de l'Assomption, ba'r yeot ! Ar yeot oa… Ba'r prad oa kim(ed) yeot ! Ha oamp pe(va)r ahe gis-s(e) pa'n de ! Ha piochet, displantañ ar yeot ! Displant ar yeot… Ha laket bouturien goud(e)-se ba, ba'n douar : 78 variétés mamp lakeet, 78 clones quoi hein ! Hag e, 'n-ur o(be)r ur bla nagn gwraet ur metr, ur metr-ugent ha dow la oant ba, ba tri metr, pe(va)r metr ! Ha meus lakeet un tamm partoud ! Ha distribüiñ ar bouturien, ar re tàe mad ! D'ar pépiniéristes kwa ! Ma lar(e)t :

« Ben ça c'est une meilleure variété, faut multiplier cette variété-là »

Med douar da lakad peupliers n'eus ket kalz ba'r Finistère hañ !

– Ah ya ! Me meus un dra da houll ganec'h memes-tra, an dra-he houzes sur a-walc'h : Pet(r)a vé gwraet deus an « écorce » ?

Deus 'n écorce ? Kroc'hen, kroc'hen, ni a lar kroc'hen-gwe

– Kroc'hen-gwe ? Hag ar « sève » ? Pe-sort mod vé lar(e)t ?

Deus pet[ra], ar sève ?! Ah ! An dra-he n'ouzon ket 'ha !

– N'é ket gwad ar gwe ?

Gwad, gwad ar gwe. Me(d) 'bow(e) (e)mon ba'r c'hoat, me zo ba'r c'hoat 'bowe hanter-kant vla so

– Ah ya ?

Gaoseen keme(d) galleg kwa heñ ! Pugur 'vi(d) ar c'hoajou, yeo ! Pé 'h een dé wel an dud war ar maes 'è vê daw kaoseal brezhoneg hag pé gaoseen brezhoneg a'h ee, tàe mad d'ar, d'ar beïsanted kwa ! Ha vïe lar(e)t din :

« Ale ! (E)ma ar lein 'è, deut da zebiñ lein ! »

Ha vïe debet lein, beñ ahe vé kontet ur bern traou 'n-ur debiñ lein hag a koñfiañs tà ! Ha go(ude)-se neu'n, me gasse 'nê da wel ar pezh tàe mad kwa ! Sete rent konfiañs

– Ha peus ket…

Ah ! Me ma ur vicher vraw ! Plij a ree din ar vicher reen kwa heñ !

21/05/2017

Lakad ar pato

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti A. ba Kareis, assames oain ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



Ha hezh werzhe pato da hadañ ha pato da zibiñ, sete pé vanke, ba fin ar bla vanke, 'h eemp da wel 'naoñ petra !

– Ha laket peus pato alïes sur a-walc'h ?

Ya, me(d) lakeon ket kin

– Lakes ket kin brem(añ)

Nann

– Deb a res papred ?

Ah ya ! Me(d) me bren ar pato heñ !

– Ah ya ?

Ya

– Me(d) mod-all peus choñj pe-sort mod vije gwraet war-dro ar pato d'ar mar(e)-se ? Lakomp da zigentañ, pet(r)a vije gwraet ga'r patates raog lak anê ba an douar ? Un dra oa d'o(be)r a-raog

Lak anê da jermañ, da lak anê, pos(añ) anê oa ba-lec'h, ba'r sklêrijenn un tamm bihen 'e neu'n hag ar reñ-s(e), ar reñ-s(e) a ree bouturiou 'benn-neu'n

– Ya, me(d) lar(e)t a vé « lak anê da jermañ » ?

Ya

– Vé ket lar(e)t ar mod-all ? Ba Skrigneg vé lar(e)t « lak anê da voutañ »

Da voutañ

– An dra-he vé lar(e)t ?

Ya, hezh é ar mod mad, « da lak anê da voutañ » ya

– Ha ba pet(r)a vïent laket da voutañ ?

Oh beñ, c'hwi lake 'nê ba klèietou, ba, ba kachedou-koat ahe petra ! Petram ba kajoiou bet laket fruïou gwech(ou) ha ma rekuperet 'nê pet(r)a ! Bep-heñi a ra 'vel é gall(e)t o(be)r heñ !

– Vije ket tennet ar c'hellid kozh, just a-walc'h, a-raog lak anê da voutañ ?

Ah yeo ! Ha d'ar re-he vïe red bi ne petra !

– Ya

Ha red dê bi ne(ve), ya

– Ha pevar(e) vijent laket da vouto ?

Début avril

– Mis-ebrel ?

Début
mis-ebrel, ya ha plantet ba fin mis-ebrer

– Pezh mamp gwraet just a-walc'h ya, ni mamp laket patates

Ar bla-m(añ) ?

– Ya, beb-pla a lakomp patates

Ba b(e)-lec'h (e)moc'h chom neu'n ?

– Beñ ba Plouïe, ba ur park

D'ur c'hamar(a)d dac'h ?

– Nann, ur yontr din

– Ha peus ket bet problemou ga'r rew

– Ga pet(r)a ? Ga'r rew ?

– Ya, ga'r skorn

– Euh… Pass c'hoazh


Ah nann ! Pé vegn laket vegn goleit hag a vegn pemz(eg) teiezh, teir su(zhu)n 'benn 'tàegn maes

– Ya

Pé vegn deut-maes neu'n vé intañsïon d'o(be)r, me(d) 'benn-neu'n vé passeet ar rew

– Ya ha amañ vé ket, vé ket lar(e)t 'vid, pugur ba penn-kentañ mis-mae vé un treuchad hag vé rew papred hag a vé gwraet « les Saints de Glace »

Ah ya ! Ya-ya

– Ha me ma klêt ur gomz e brezhoneg : Ar suilh-raden. Peus ket klêt 'e kaos deus an dra-he ?

Ah ! Ar suilh-raden !

– Ya ?

Ah ya-ya !

– An dra-he vé lar(e)t amañ ?

Vïe ket lar(e)t amañ, amañ vé lar(e)t « ar rew »

– Ar rew ?

Ar rew, an dra-s(e) é an amzer yin bassev ba mis-ebrer ahe pet(r)a ! Raog vé passeet ar skornachou pet(r)a !

– Ya

– Ha pé vé an a(v)el-suilh

Ah ya !

– An a(v)el-suilh

Ya-ya

– Deus hezh peus klêt kaos ?

Ya-ya ! Hoh mamm zo bew papred ?

– Ya ! Ya-ya, me(d) houm(añ) zo tr(i)-ugent la

Ah ya… Tr(i)-ugent la

– Ya-ya

Douar zo ga ho tud neu'n 'è ?

– N'eus ket, ma yontr oa, oa labourer-douar ha med neus gwerzhet bremañ, pugur é aet e retred kwa ! Ha hemañ na douar, just a-walc'h ha neus dalc'het

Ah ya ?

– Ha neus dalc'het douar, dow zevezh-ar(a)d matresse pe un dra mennaket ar mo(d)-se kwa ! Ha vé laket patates

Ah c'hwi, c'hwi, c'hwi labour 'naoñ ?

– Ya, 'feñ ma yontr a ra gad i drakteur ha ni, ni lak an traou war-lerc'h kwa !

Ah ya

– Ha gad an treñch ha toud mod-kozh hañ !

Ah boñ !

– Me(d) just a-walc'h, damaig oamp kaojeal deus ar patates oa laket da vouto ha war-lerc'h pe-sort mod vé prepar(e)t an douar ?

Eh beñ pé vegn laket da voutañ vé, vé passeet ur, un añjeñ barzh, ur…

– Ur vres ?

Ur butoir !

– Ur « butoir » ?

Passeet barzh d'o(be)r ar rijennou !

– Ya, med vij(e) ket laket, vij(e) ket, vij(e) ket passeet ar vres a-raog ?

Ah yeo ! Ahe na, an douar vis(e) labour(e)t mad a-raog heñ !

– Ya

Ya, ah ya ! An douar vis(e) labour(e)t mad a-raog, ya

– Ha neuhe vije vreset ha pet(r)a vije gwraet war-lerc'h ?

Vres(ed), vres(ed)… 'Vi(d) ar pato vé ket red da vres(ed), vïe ket red daoñ bi re fin hañ 'e !

– Nann-nann, un tamm bihen kwa !

Ya

– Ya ?

War-lerc'h 'vel vé gwraet rijennou da lak anê ba…

– Ha ga'r buter vije gwraet ar rijennou ?

Ya ! Ya-ya-ya…

– Pugur vij(e) ket gwraet kin ga'n treñch ?

Oh nann ! Oh nann… Oh nann 'ha ! Ar re, ar re mod-kozh ree an dra-se ga'n trañch, me(d)…

– Ni a ra ga'n treñch papred, lak ar lass ha-toud ha… Blam d'ond war-eñwn !

Ha rit ket ar renk, ar renkad ga'n trakteur neu'n ?

– Nann ! Nann-nann, toud vé gwraet ga…

Ga an trañch

– Ga an treñch ha laket ar lass blam d'ond war-eñwn

– Ah ! Me(d) ma mamm-gozh a ra mo(d)-se 'è

Hoh mamm-gozh ?

– Ya

Ba hi jerdin neu'n pet(r)a !

– Ya

Ah ya…

– Kar ar jer(dri)n zo re vihen, n'eus ket voien da lak un trakteur barzh

Nann, nann, nann-nann

– Me(d) ni lak mil plant 'e memes-tra heñ ! An dra-he zo labour kwa !

Oh ya…

– Ya, me(d) ga'n treñch ! Pass ga'n trakteur

Ah ga'n trañch !

– Ah ya-ya-ya !

Ha lod ! Lod, lod reegn keme(d) golo 'nê un tamm ar mo(d)-se

– Ya

Chech un tamm douar war'nê ha lod-ell ra ba'n dow du

– Ha pe-sort mod vé lar(e)t an dra-s(e) ? « Douaret » vé lar(e)t ?

Douariñ 'nê, ya

– Peus ket klêt ? Me meus klêt un' deus Ponvel, just a-walc'h ha na lar(e)t pa vije gwraet war-dro ar patates vije dirampet an douar. Petra é « diramp(añ) an douar » ?

Labourad 'naoñ ha troïñ 'naoñ hag a…

– Ah ya ?

Oh ya !

– An dra-h(e) é kwa ?

Diramp(añ) an douar na. Diramp(añ) an douar, an dra-h(e) zo pé vé, pé vé douar kozh petra ! Pé vé disac'het ur park ha', ha' vé ket bet labour(e)t pell-zo petra !

– An dra-he zo dirampañ kwa !

Ya

– Ha klêt peus lar(e)d : « An heñi had i batates da gwener-ar-gr(o)as zo sur dé gaoud patates bras » ? An dra-s(e) vé lar(e)t ba Kleden : « An heñi had i batates dé gwener-ar-gr(o)as… »

Ah ya !

– « So sur dé gaoud patates bras »

Ah beñ gwech-ell, gwech-ell vise, vis(e) ket had(et) ar pato ken vis(e) gwener-ar-gr(o)as heñ !

– Ah ya

Ha hezh oa, ha hezh oa ar mod hag ar mar(e) da lak anê neu'n heñ !

– Ha vij(e) ket laket temz ?

Ah yeo ! Un tamm

– Yeo ?

Un tamm ludu-tan vise laket !

– Ya, ni lak ludu-tan, ya

Ya

– Ha, ha teil ?

Un tamm teil, pass re deil

– Ah ya ?

Me(d) un tamm teil

– Un tamm teil (me)mes-tra ?

Ya

– Pe-sort teil ? Teil-kerseg ?

Oh ! Teil-keseg, teil-saout

– Teil-deñved

Toud ! Vern ket pe-sort teil ! Me(d) pass re

– Pass re, ya. Ni, ni lak teil-deñved

C'hwi peus deñved ba du-se ?

– Beñ n'eus ket kin, me(d) ur c'hrow zo papred

– Ah ya !

– Ha teil zo barzh, teil-pok


C'hwi zo chom ba, ba Plouïe du(-ho)nt ?

– Nann, me(d) ma yontr ! Lec'h lar vé gwraet ar patates kwa !

Ah ya !

– Ha hem(añ) neus, toud ar porzh so daoñ c'hoazh, lec'h oa ar feurm hag ar c'hreier 'e ha neuhe zo ur c'hrow, distôet é, distôet é ar c'hrow

Ah ya

– Me(d) teil zo papred barzh kwa !

Ah ya !

– Teil kozh heñ !

Ya, me(d) gleet vé dac'h skarzh(añ) 'naoñ maes ar c'hrow memes-tra, an teil heñ ?

– Ah beñ ya-ya ! Eh beñ an dra-he vé laket ba'r…

Ha 'h o(be)r ur bern 'naoñ ba maes

– Ya, me(d) ni gass an dra-he ga'r garrigell

Ah ya ! D'ar, d'ar park ?

– Ya, d'ar park, ya : Vé tapet ga'r vorc'h-kantonier, vé tapet an teil da lakad ba'r garrigell ha kass(e)t ar garrigell da, d'ar park kwa !

Ah ya… Oh ! Labour(a)d ret neu'n memes-tra !

– Ah ya, ya-ya, me(d) goude vé… Pe-sort mod vé lar(e)t amañ pa vé : Ni lar « skign(añ) an teil » 'vid lar(e)d…

Am(añ) vé, am(añ) vé lar(e)t « skuilh(añ) », un tamm partoud

– Un tamm partoud, ya

Ya-ya

– Ga'r vorc'h

Ya, ga'r vorc'h, ya

– Ya ha war-lerc'h vé gwraet ar rijennou kwa !

War-lerc'h vé daw, vé daw… 'Feñ… Petramant lod, lod lake 'n teil ba'n ant 'è, pé vé bet 'troiñ an douar raog ha reegn ur rijenn ga'n trañch ha lakègn un tamm teil barzh ha lak ar pato barzh

– Ah ya. Ni a ra ar rijennou war-lerc'h

Ah ! Ah ya-ya !

– Ya, pa vé laket an teil dija kwa ha war-lerc'h vé golôet en-dro kwa !

Ya, ah ya-ya ! Oh ! Me(d) ar pato neugn ket e(fe)r keme(nt)-se douar da…

– Nann

Nann heñ ?

– Nann, mod-all vegn pell war-lerc'h 'tond-maes kwa !

Ya ! Pé vegn deut-maes. Ah beñ, c'hwi labour ba'r mod-kozh un tamm 'è !

– Ah beñ ya, meump ket kalz oustilhou

Peus ket kalz oustilhou ?

– Beñ nann, faotefe kaoud un trakteur pe… Pugur ma yontr neus un trakteur, me(d) un' kozh !!! Demarr(iñ) a ra, me(d) war-ziribin…

Ah !

– Ahaha ! Ya

Da ziskenn(ed) ?

– Ya ahahaha !

Ah ya !

– Ya, n'a ket, n'a ket en-dro kin gad an alc'hwïou ha…

Me ma un' 'è, med gwerzhet meus 'naoñ

– Ya, ya, me(d) hemañ vo ket gwerzhet

Oan ket 'vid mond war'naoñ kin 'è, poan ma ba ma, ba ma hanche ha toud ar…

– Ha deñjerus é

Ha sterd !

– Ya, sterd, ya

– Me meus, ma dad neus c'hoant dé breno un', un trakteur, kar e(rr)o é-heñw war i retred ha brem(añ) neus-heñw mïoc'h amzer da labour(a)d an douar petra !

Hañ ! An heñi zo ba, ba'n nec'h ahe ? Ho tad zo ba ah(e) heñ ?

– Ya, ma dad so chom ba Langanteg

Langanteg, ya. Gwel(et) meus 'naoñ, bet é bet-heñw ba-ti Michel am(añ) n'eus ket… Ha brem(añ) zo ur pemz(eg) tei(e)zh so matre'n. Me(d) mad é an dra-se, an dra-he zo aes memes-tra heñ ?! Un trakteur zo komod da gaoud, me(d) ha red vé dec'h mond war'naoñ heñ !

– Ya, me(d) an dra-he vefe braw da gaoud 'è, ni, ni blijefe demp kaoud un trakteur 'e, me(d) blam da charr(e) koat

Ah ya

– Pugur a droc'homp koat

D'o(be)r tan

– D'o(be)r tan, ya ha war-lerc'h, beñ pa pé ket trakteur (e-)bed vé sterd kwa 'ta digass an traou kwa !

Oh ya ! Me(d) c'hwi lar d'ur c'hamarad bennaket dalc'h-mad 'ta !

– Ya-ya-ya, me(d) warlene oa gwraet ar mo(d)-se, oa pedet un' d'ond ha oa karget ar c'harr en ur wech ha mad é kwa !

Ya, me mïe ket gwerzhet ma drakteur, med seulamant poan ma ba ma machinou

– Ba'n divisker kwa

Hag kant hanter-kant vise goull(e)t 'ziganin 'vi(d), 'vi(d) assuriñ 'naoñ ga'n, ga an assurañs c'hoazh

– Ah ya, an dra-he zo kér !

Oblijet oc'h d'assuriñ 'nê heñ !

– Ya-ya, 'vel toud an traou ha…

Ah ya ! Goud(e) labourit ket gantoñ é red dac'h assuriñ 'nê

– Ya-ya ! Memes-mod. Ah ya, me ma un dra da houll ganes : 'Vid ar patates, pet(r)a rees deus an troad, 'vid ar blantenn, troad ar blantenn ? Pa teu ar patates maes a teu ar blantenn maes, pe-sort hano neus ? Ar blantenn ?

Oh beñ… N'eus ket hano (e-)bed

– Oh yeo ! Ahaha !

Deut, deut… Ar reñ-s(e) tà-maes !

– Ya

Hag ar pato, ar pato neus ur gorzenn solud a-walc'h heñ !

– Ur gorzenn é neuhe kwa ?

Ya

– Ya, korz-patates vé lar(e)t kwa ?

Ya, ya

– Ha korz-patates dit-te zo : An troad hag an deliou ? Pe an troad ?

An troad

– An troad ?

Ya, ya

– Ha pet(r)a res-te neuhe deus an deliou ?

E(fe)r negn deus an deliou da, d'o(be)r ar pato heñ !

– Ya, ya-ya ! Ya, me(d) pe-sort hano neus an deliou 'vid ar pato ?

Ah ! C'hwi rey, aha !

– Ba du-m(añ) vé lar(e)t « kaol-patates »

Ah « kaol » ya ! Ar c'haol, kaol-pato, ya

– Me(d) memes-mod é amañ kwa ?

Ya

– Ah ya

Kaol-pato, ya

– Ha toud, an dra-se vé lar(e)t memes-mod 'vid ar betrabes, 'vid ar betrabes ?

Ya, kaol-petrabes, ya

– Ha « korz-betrabes » vé lar(e)t 'è pe pass ?

– Korz-petrabes ?


Ah ! Deus ar betrabes vïe ket…

– Nann ?

Vïe ket lar(e)t « korz »

– Nann-nann-nann, n'eus kimed kaol kwa !

An deliou, an deliou petra ! Hag ar c'haol petra !

– Ah ya-ya-ya : Kaol-pitrabes, kaol-chounai

Ya

– Kaol-patates

Heñ ! Ar saout zebe toud ar re-s(e) heñ !

– Ya ha vije troc'het ?

Ah nann ! Kutuilhañ 'nê vise gwraet

– N'é ket ga'r goutell vije gwraet ?

Nann, tap anê ba'n dro ar mo(d)-se 'ha ! Ar re-s(e) dorrè o-hun !

– Ha vije digass(e)t d'ar saout ?

Ha digass(e)t d'ar saout, ya

– Ya

Ho tud oa 'telc'hen-douar 'è ?

– Pass ma zud, ma zud-kozh ! Deus tu ma mamm

Ah boñ ?

– Ya. Da biw vije rôet ar petrabes ? D'ar saout ?

D'ar saout, ya

– Ha d'ar c'heseg ?

D'ar c'heseg, ya

– Ya

Ha da doud ar loned ha neu'n an deñved hag a…

– Ah ya ?

Ha toud heñ ! Toud ar loned gav mad ar betrabes heñ !

– Ya, me(d) memes, me ma klêt, n'eus ket pell-zo, a vije rôet wechou patates d'ar c'heseg

Ya

– Hag a blije dê, hag a ga(v)e mad

Ya, me(d) faot ket reiñ re dê, kar dond a ra poan dê ba o dowlagad !

– Ah bon ?

– Ah !!! O dowlagad é ?


Ya

– Hag amañ oa ket ur, ur ouenn-patates spessial ha' vise ràet d'ar moc'h ?

Ah yeo !!

– Ha pet(r)a vise gwraet deuhouti ?

Ackersegen, Ackersegen hag a lod a ree, pet(r)a… 'Feñ !

– An Abondances 'e, oa ket…

Abondances euh… Ya, Abondances

– Me(d) an Abondances vis(e) ràet d'an dud

– Of…

– Oh ! D'ar moc'h é ?

– D'ar moc'h oa rôet neuhe ?


Ya-ya, d'ar moc'h

– Ah ya…

– Patates-moc'h oa, ya

– Ha pet(r)a oa an difer's 'tre ar patates-moc'h hag ar re-ell ?


Ah !

– Ahaha ! Ar blas matresse

Oagn ket, oagn ket memes blas na memes-mod heñ ! Ma vise bet ràet, ma visent bet poahad pato, Ackersegen dec'h, ar Bintje, c'hwi pise bet lar(e)t :

« Ohoho ! E(fe)r meus da, da lar(e)d dec'h chañch ho pato ! »

Kar ar…

– Ya

… Ar Bintje zo mad ha neu'n 'n Ackersegen, ar re-h(e) so, ar re-h(e) so pato-moc'h petra !

– Ya, 'vid ar loned kwa !

Amañ zo un' ba kêr ha' laka, izhpenn ugent devezh-arad laka-heñw !

– Patates ?

Ya

– Hopala !

Ar reñ-s(e) 'h a da, d'ar broiou, d'ar Marok ha neu'n da…

– Ha gwerzhañ ra d'ar Marok ha-toud kwa ?

Ah toud !

– Ah ya…

– Ah ya !


Ha heñw, heñw werzh ket 'nê, me(d) ba Mêl ahe zo un' hag a ekspedïa 'nê, pugur zo ur pezh karrdi ha vé laket ar reñ-s(e) toud ba as(e), ba'r c'harrdi, ha trïet ha ba sïer hag ekspedïet neu'n da, d'ar broiou… Me(d) vé ket, vé ket pato mad ar reñ-s(e)…

– Nann

– Ah ya…

– Me(d) mod-all ta, damaig pa lar(e)t oa, a ree droug d'ar c'heseg, d'o dowlagad roiñ patates dê ? Pugur me ma klêt a inerve ar c'heseg


Ya ha vïe ket daw reiñ kalz dê, kar…

– Nann

… Ma ret re dê, ma vegn enervet, vé ket braw mond tost dê hañ !

– Beñ nann-nann-nann ha 'n-om ga(v)ent re inervet kwa !

Ya

– Me(d) drol é memes-tra, pugur oagn… Deus pezh meus klêt oa sod ar c'heseg ga'r patates

Euh ya ! Ma ret re dê a vé mad walc'h 'vid bi sod heñ !

– Ya

Ha hezh a gav mad betrabes ! Ar betrabes zo moien da reiñ dê heñ !

– Ya

Ya

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog