29/04/2017

Yann ar Marmouss

Salud dec'h,

Fenos vo laket ur video bet gwraet ga TAB-TV, bet filmet Maurice Poulmarc'h kontañ traou di-rag un assamble. Trañskrivet an traou ga Benjamin Bouard ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Bon ! Me zo (o) vond da gontañ dec'h sè ! Hag a vo ur goñtadenn, n'eo ket ur goñtadenn ma peus c'hoant, pugur an tri-c'hard deusouti zo gwir kwa heñ !

Bremañ zo deus an dra-he matresse dow pe dri-c'hant vla 'so ! Oa errüet du-he e Plouïe dow zèn yowan(k) ! Ha' neugn bet gwraet toud ar skoliou brassañ oa ba'r bed toud ! Pugur a ouïent kaoseal galleg, ouïent kaoseal saosneg, ouïent kaoseal alamaneg, ur bern yezhou ouïent ! Tud : Pennou-bras kwa ! Ma peus c'hoant. Ha pa oagn digoueet du-he ba, ba Plouïe, hègn lavare :

« Pe-sor(t) yezh so ataw ga(st) ?! »

Tou'n dud a gaosee brezhoneg… Ha hègn na gomprenent nentra ! Set(e) e-gis-se nagn lakeet ba o joñj desk(iñ) ar brezhoneg ! Oagn ket bet pas e-bed, pugur oagn kustum da zeskiñ, kustum da wel(et) traou, ur bern traou neve, oagn ket bet pas e-bed, tri mis : desket gate ar brezhoneg. Memes lod, deus meus klevet lavared 'bowe, hervezh meus kleet hègn a gane memes ba'r festou-nos, kemend-all oagn desket-bras !

Ar c'heid-se goude, desket ar brezhoneg gate, hègn lavare :

« Bremañ a'h amp da glask deskiñ traou-all, pezh vé gwraet ba'r vro amañ ! »

Med deuh ar sul du-he ba Plouïe, ar re-gozh rent kime(d) c'hoa(r)i-boulou kwa ! Ahe gis-se ar re-m(añ) oa aet da c'hoa(r)i-boulou, en(e) é c'hoa(r)i-boulou (a)ssam(es) bihen, un tamm bihen (a)ssames gate. Ha 'benn ar fin lavarent :

« Ne jomomp ket memes-tra da rouilh(añ)-bouilhou pad ar su'n ! »

Goud(e) ahe gis-se ! Hè lakeet ba o spered saw ur c'hleub !

« Ah bon ? »

« Ya ! »

Ha gi(s)-mañ nagn sa(v)et ur c'hleub barzh (???). Pa 'h es d'ar foar gwelo toud an dud, glees lavared :

« Peus ket kleet pezh oa ba Plouïe ? »

« Nann ! »

« Ur c'hleub zo sa(v)et ba Plouïe ! »

« Ah ya ? »

Ha pé 'h es da Golloreg gle(v)es i(v)e memes-mod :

« Peus ket kleet pezh (zo) ba Plouïe ? »

« Nann ! »

« Ur c'hleub zo ba Plouïe ! »

Ha pa 'h es du-he war, war kost(e) Kergloff du-he gle(v)es mem(es)-mod (a)taw :

« Ha ba Plouïe ? Pet(r)a zo neve neuhe ? »

« Ur c'hleub neugn, zo sa(v)et ba Plouïe ! »

« Piw neus gwraet an dra-he neuhe ? »

« Oh ! Dow zèn yowan(k) deut deus tre, n'ounn ket deus p(e)-lec'h, deus a-lec'h-all du-(ho)nt ! Deut da Blouïe neus sa(v)et an dra-he ! »

Ha ba Plouïe, ba du-he, ba Plouïe du-he zo un' ha é e ano : Yann ar Marmouss. Ha hezh oa kirivus gis ur marmouss, un tamm dèn bihen a-gis-se ha' lavare :

« Ma ! Red é din mond da wel memes-tra petra zo d'ar sul goud(e) kreis-te ba'r c'hleub ! »

Ha heñ aet d'ar c'hleub ! Pé oa aet d'ar c'hleub, na ket bet gwel(et) an dra-he gwech e-bed : Oa un tamm daol gis-se, rond, a-gis-se bras hag ahe oagn ga o bicher gis-se « tak ! » Ar voulenn wenn ba an tu-mañ, ar voulenn ru ba an tu-all, ar voulenn zu ba… Hemañ, Yann ar Marmouss, na gomprene nintra ha selle deuhoute 'h ober. Oh ! Hag a na gompren ket ! Ha 'benn ar fin neu'n, un' deuhoute, an (hi)ni oa deus Marseille neus ur, na ur ginou-bras ha lavare dé[oñ] :

« Ma peus c'hoant, essêiñ 'ha ! »

« Oh bah 'ha ya… 'H an da wel a'ha ! »

Ha heñ pé neus kleet, tap ar, tap ar vazh ha klak ! Oa nintra d'ober ! Oa-ñw ket re tüeb gis vé lavaret kwa ! Oa ket, oa-ñw ket re 'è, oa ket, oa ket aes, oa ket, oa ket gouest da dapañ 'nèi. Med memes-tra, ma oa-ñw ket a-bred walc'h gad e zoworn, ba e benn oa ur bern traou ! Ba benn Yann ar Marmouss oa ur bern traou ha heñ lavare d'an (hi)ni bras, da, justamant, hezh hag oa (o) tond deus Marseille ahe, lavare dé[oñ] 'e :

« Me n'oun ket gouest, sè, dé, dé skoiñ war ar voulenn, med te n'out ket gouest da lak un' ba da ginou i(v)e ! »

« Oh ! » Lar egile, « n'é ket ur voulenn memes-tra a ray, ray an dra-he ! Hag… »

« Ma lakes 'nèi ba da ginou, me bêo ur rikar doc'h ! »

« Ah bon ? »

Daon ! Heñ taped sè ar voulenn, plop ! Laket 'nèi ba e ginou ! Hop :

« Pêet ur rikar din ! »

Hag an taol goude neuhe, Yann (a)r Marmouss lar dé[oñ] :

« Ha bremañ ! Ah med sè, lak un', un'-all deus an tu-all neuhe ba da ginou, lak un eil voulenn ba da ginou ha me bêo un rikar-all doc'h ! »

Klok ! La ! Hapala ! Amañ 'n-heñi oa kroget ar reus neuhe ! Pé na lakeet ur voulenn deus un tu, ur voulenn deus an tu-all, kroñgnet e chavellou, oa ket moaien da denn(añ) 'nê maes kin ! 'Hete gis-se (e)gile, ar Parisïan oa (a)ssames gantoñ, e baotr ha e gamarad oa (a)ssames gantoñ ha' lavare dé Yann ar Marmouss :

« Euh… Pe-naos vo gwraet bremañ ? N'anvezes ket ur medissin mennaket ? »

« Oh eo ! Me anvez un' du-he sè ! An docteur Cadiou du-he ba, ba Uhelgoat. Hezh mat(r)esse, ma vé skôet mad war an nor, vo digor(et) an nor demp da wel ! »

Pugur ar sul oa memes-tra ! Heñ oa skôet dé(oñ) war an nor pé oa aet, pé oagn aet da lak anê toud ba oto Yann ar Marmouss, ba un 2CV vihen, kasset da du-he, da, da di ar medissin. Pé oa arrüet ar medissin-mañ, skôet war an nor, digor(et) an nor, pa neus bet touch(et) :

« Oh ! » lavare-heñ, « hemañ zo tapet-fall ! Heñ vo daw, 'benn tenn(añ) 'nê maes, troc'hañ amañ 'nèoñ ! »

« Oh !!! Kement ?! » A lavare egile « vo ket gwraet an dra-he dé(oñ) ! Hemañ oa, hemañ zo bet top-model gwech-all ! Pet(r)a lavaro e zud pa 'h ey d'ar gêr pa vo gwel(et) zo bet troc'het e chavellou déoñ a-gis-se ?! »

Ma ! E-gis-se oa ket bet gwraet dé(oñ)… Ha heñ, heñ ga, houll ga Yann ar Marmouss :

« N'anvezes ket un'-all, sè, ha' zo gouest d'ober un dra bennaket neve dé(oñ), dé, 'benn, 'benn da lak(ad) an dra-he da zond-maes ? »

« Oh yeo ! » Lavare, « me anvez a-walc'h ur medissin du-s(e) war Kolloreg, med heñ n'é ket ur medissin gis ar re-all, hezh so ur medissin kozh ! Hag e-se hezh matresse (???), hag é e ano, sè, an docteur Louis ! »

« Ah boñ ? »

Bah dao ! Ha hègn (a)darr(e) ba'n 2CV ha da Golloreg !

Skôet war an nor, pé na skôet diw wech, teir gwech war an nor, 'kreis-toud en(e) :

« Piw zo ahe ?! »

« Yann ar Marmouss ! »

« 'H o(be)r pet(r)a (e)mout ahe d'ar mar(e)-m(añ) deus an nos ?! »

« Ah ! Amañ zo un' ha' zo tapet-fall ! » Lar

« Ma ! Deus tre neu'n ! »

P(a) oagn deut ba an ti, an docteur Louis oa ba korn an tan, e chik gantoñ ba e ginou, 'krog tufañ deus an eil tu ha deus egile ba an tan ! Hag euh… Ar yér, sè, oa didan an daol ha hemañ lavare dé(oñ) :

« Pet(r)a zigoue gantoñ neuhe ? »

« Oh ! » Lar, « hem(añ) neus lakeet diw voulenn ba e ginou ahe ha neus ket moaien da denn(añ) 'nê maes, krognet e chavellou. Matress(e) oc'h gouest d'ober un dra mennaket 'ha ! »

Ha heñ touched dé(oñ) ha lak ané(oñ) e ves da lak e-gis (???) ha lavare déoñ neuhe :

« Noazh ! »

« Nann-nann ! » Lavar, « amañ 'n-(hi)ni (e)ma, n'é ket… »

« Noazh ! »

« Nann, amañ 'n-(hi)ni (e)ma, n'é ket, amañ ! »

« Noazh ! »

Ha heñ, 'benn ar fin, pé oa lar(et) teir gwech déoñ « noazh ! », oa-ñw 'n-im zivisket memes-tra. Ha goude, pet(r)a noa gwraet ? An docteur Louis na kempenn(et) an daol un tamm bihen, pugur oa amañ oa chournalou ba un tu ha an traou-all ba an tu-all, un tamm bara, un tamm… Oa ket fresk-fresk an traou ba'n ti ! Ha lar dé(oñ) :

« War an daol ! »

Hopala ! E-gis-se oa-ñw lakeet war an daol, 'h añw da lared dec'h pe-naos, war e gov war an daol ! Hag penn an daol oa lakeet ur gador distrôet war an tu-enep ! Ha an dow zorn gantoñ war ar, war ar gador gis-se. Hag neuhe na komañs(et) an docteur Louis, heb lousou (e-)bed na nintra e-bed, da basseal e, e zorn déoñ, bet ur wech war e lign-kein, deut en-dro. Diw wech war e lign-kein, an tu da vond war-raog, teir gwech war e lign-kein ha 'kreis-toud ! Gwasket gis-se gan e, e ves ! Hag lavar :

« Amañ (e)ma an dalc'h ! »

Heñ sevel e gasketenn, tap ur chik kozh noa ba, ba foñs e gasketenn : Plant 'né(oñ) dé(oñ) ba toull e rèr ! Chech dèoñ war e glipenn ahe ! Pouah !!! Ar boulou 'tond-maes !

23/04/2017

Ar c'heseg ha toud o sternachou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant hir ma gwraet ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



– Med te peus labour(e)t ga'r c'heseg neuhe ?

Ah daon ya 'ha ! Digentañ me ma diw gaseg !

Ya

– Ha pet(r)a pefe da lar(e)d diwar-benn an oustilhou oa 'n-dro d'ar c'heseg ?

Ah daon ! Un, un dorchenn vije laket d'ar gaseg !

– Ya

Hag un tretou war hi c'hein

– Ya

Hag ur c'hulier !

Hag… Ya, da stagañ deuh ar c'harr vije ur c'hulier, ya !

– Med pet(r)a oa deus lec'h (e)ma… Ma klêt kaos deus an dra-he : Brank ar lost

Ah !

– Oa ket an dra-he oa laket ahe 'e ?

Eo !

Eo ! Ya, med…

An dra-he vije lak(e)t dê war o c'hein ha vije laket o lost, sa(ve)t o lost…

Heñ vije staget deuh an dorchenn ha laket dan o lost !

– Hañ !

Ya

– Ha pet(r)a vije gwraet deus ar stagell, just a-walc'h, deus ar… ?

Euh… Pe-hano oa hezh deja ?

N'é ket 'r c'hulier oa, nann ?

Nann-nann-nann ! Ar c'hrobier !

Ar pet(r)a ?!

Ar c'hrobier

– Ar c'hrobier ?

Oh ! Beñ an dra-he ouïen ket 'è 'ha !

Ar c'hrobier, ya ha heñ vij(e) staget deuh an dorchenn ha laket dan, dan hi lost vije laket digentañ ha goud(e) vije staget deuh an dorchenn

Ah ya !

Ya !

– Ha mod-all oa ar souvantrïerenn 'e ?

Euh… An dra-he oa ket ! Un tretou vij(e) ha vije laket, staget vije ga ur gordenn

Deuh o bruched ahe vïe

Ya, vije staget ga ur gordenn da 'h ampech 'naoñ da goueo kwa !

– Ya ha mod-all pet(r)a vije gwraet deus ar pezh oa deus o dowlagad ?

Ah !

Ah ! Brid-mouch

Ya

– Brid-mouch ?

Brid-mouch

– Hag ar brid ba o…

Ah ! Ba o, ba o ginou

Ba o ginou !

Ya ! Ya-ya

– Ha oa, ha oa staget dreñw o…

Oh ! War ar c'host(e) ahe vije

Ya ! War ar c'host(e) ahe vije ba beb, beb a du kwa ! Ya

Ya

Ya-ya, med heñ, heñ vije laket dreñw o diwskou(a)rn ahe

Ya

Hag ur lèrenn da stagañ neuhe ahe gis-se da…

Ya

… Da zelc'h 'naoñ ferm kwa !

Ha daon ! Sterd(e)t dê ba o ginou, oa sterdet !

Ya

Sete oa ket 'vid dond mae(s) o ginou

Ah daon nann ! Oa ket 'vid dond, nann !

Med an dra-he na ampeche ket 'nê da zibiñ lann na traou…

Oh nann ! O(be)r a rent memes-tra, me(d) bra(wo)c'h oa dressiñ 'nê, pugur hl(o)ase o ginou dê

Ah ya !

Pé vije chechet war'nê

Ah ya !

Sete neuhe choment !

An dra-he sterde war o zeod !

Ya ! Ya

– Ha mod-all vij(e) ket rôet pochonadou ?

Eo !

Eo !

Ur bochon(ad)-kerc'h vij(e) laket dê !

Ya

Ya ! Pa 'h een un tu mennaket da gass ur garg-traou a vije laket kerc'h ba ur pochon

Ya

Ha pa vije 'tiskargañ ar garg vije rôet hezh dê da zibiñ ar c'heid-se pé vije 'tiskarg ar garg, da chom…

Blam(e)d dê da jom trankil !

Beñ ya !

Hañ ! An dra-he oa reiñ un taol-fouet dê kwa !

Daon 'ha !

Un tamm kerc'h dê

Un tamm… Reiñ kourach dê 'è, houzoh walc'h

Ya ! Aha !

Beñ ya !

– Med pa ket klêt an dra-he ? Me meus klêt ur wech un' 'lar(e)d an dra-he, me(d) n'é ket braw heñ, med lod a lake ur bod-drein pe un dra bennaket hag a-wechou ba rèr ar jô

Oh !

– Pa n'houlle ket mond war-raog

Oh !

Oh ! An dra-he meus ket bet gwel(e)t !

Oh nann !

– Nann

Oh ! Du-m(añ) vij(e) ket gwraet an dra-he

Oh fitemdoue nann ! Ur fouet

Du-m(añ) oa ur fouet hag a vije rôet un tamm taol dê

Oh ya, ur fouet !

Ha neuhe 'h eent war-raog kwa !

– Me(d) un taol vije rôet dê pet(r)amant e vije straket ar fouet hus ?

Euh ! Vij(e) ket emm…

Oh ! An eil hag egile !

Ya, an eil… Vij(e) ket emm da douched dê

Da fouetañ 'nê keme(nt)-se

Nann-nann ! Gwraet a vij(e) ur strak

Ya

Ha neuhe a'h eent war, goûd a houent, an dra-he da kompren(e)t oa sañset…

Ah ya, ar re-he a ouïe

… Da zimarriñ kwa !

– Oa ket emm da…

'Med-seped ar re vije lor un tamm !

Ah ya ! Be oa 'è, beb-sort ya !

Hag a, hag an hi(ni) vije tik !

– Tik, ya

Ya, ya-ya-ya !

Be oa lod oa tik hañ !

– Ya, tik

A-wichou vije chikan pa vijer charr ar vapeur

Ah fi ya 'ha !

Oh ! Ha lod houllent ket lak(ad) o c'heseg da chechañ

Nann, nann

Hag sell é re memes-re vije 'labour(a)d dalc'h-mad, houzoh walc'h

Ya, ya

Ha sell…

Hag ar reñ-he na reent ket (a)ssames 'è ! Lod a cheche ha' ree

Ah ya ! Lod oa…

Lod-all a ree mann e-bed kwa !

Nann-nann ! Oh ya ! Neuhe vije plijadur !

An dra-he oa ur gorveenn dê 'e toud !

Be oa sur ! Hag a…

Chech war ar vapeur mo(d)-se, an dra-he oa sterd hañ !

Hag ar vapeur oa pounner ! Oa pounner, surtoud an hi(ni) du-he, houm(añ) oa pounner !

Beñ ya…

Pé vije stag(et) ar c'heseg a boañgnent, me lar dit !

Ha surtoud barzh kosh-heñchou !

Just ! Me(d) ar c'heseg a ouïe 'e, pé vijent staget war un travail pounner

Ya

A vijent inervet ha 'telc'hent ha bouj ha bouj ablamed dê da…

Oh !

Oh ya !

Be zo lod hag a ziskrap ! Hag a…

Ya-ya-ya !

… A blant o zreig ba, ba… Heñ ?

Sur ! Ya ! Fent vije gwel(e)d 'nê, ya

Med ar c'heseg so intellijant !

Oh ya ! Be eint sur ! Ya, ya

Intellijant-tre !

Ah ya ! Beñ ya

– Ha pet(r)a vé gwraet deus o boutou, o zreid dê ?

Daon ! Karn zo war o zreig kwa !

– Ah karn !

Karn, ya

Ya

Ya, ur boutou-karn neugn kwa ! Hag a…

– Ah ! Boutou-karn vé lar(e)t

Pa vé laket hernach dê a vé troc'het ar c'harn d'o(be)r plass d'an hernach

– Hañ ! Ha vé plantet barzh

Ha laket poentennou goude neuhen da, da zond er-maes kwa ! Ba'r c'harn

Vïe laket da rüiañ da zigentañ

Ah ya ! Laket blamed dê da, da boahad ha…

Ken teu, ken teu ar mouged deuh o zreig !

Ah ya-ya-ya ! Ah ya-ya

– Ba ti ar, ba ti ar marichal vije

Ba ti ar marichal

Ya

– An dud reent ket an dra-he o hun ?

Ah ! Daon eo ! An hi(ni) oa tueet !

Oh ! Lod a ree a'hat !

Ah ya

Du-m(añ) vije gwraet !

Ya-ya, Édouard a ree 'è, pugur na bet labour(e)t ba…

Ma zad a ouïe, pudur du-m(añ)

Ya

Du-m(añ) oa un anv(e)

Ah ya !

Hag ur…

… Ur vorn d'o(be)r tan kwa !

Beñ ya !

Ya-ya ! Ya

Sete vije gwraet ! Ba'h ar yêr du-m(añ), surplace

Ben oui…
Ha gwelloc'h marc'had a oa, houzoh walc'h

Meus bet gwel(e)t hag a, hag un' vije ha' vije pleget i dro(a)d daoñ ha laket war penn i zowlin

Ah ya !

Ha vije un' 'telc'hen 'naoñ

'Telc'hen i dro(a)d, ya-ya ! Mo(d)-se vije gwraet, ya

– Ha an dra-he ree ket poan d'ar, d'ar… ?

Ah nann ! Nann-nann-nann !

Oh nann ! Nagn ket 'n aer da santed…

Oh nann-nann kin nann 'hat ! Me(d) lod n'houllent ket, oagn ket reizh d'o(be)r kwa ! Ah ya !

Ha lod na mïoc'h owen 'vi(d) a boan

Daon ya ! Ah daon ! Poan dijent ket, me(d) an owen ! Beñ ya

Ha pa welent ar mouged 'tond, houzoh walc'h

Beñ ya…

Deuh…

Me(d) daon ! 'Benn vijent bet diw pe deir gwich oagn abitüet ha ouïent d'o(be)r pet(r)a 'h eent, houzoh walc'h

Ya !

Ya

– Ya, owenig oagn da zigentañ kwa !

Ah ya ! Ah ya-ya ! Ar re-yowank anê dïannañ kwa !

Beñ ya !

Ya

– Med wechou e oa daw selled mad memes-tra dindan treid ar c'heseg, pugur wechou vije…

Ah daon !

Toñsedig !

Toussegid, just a-walc'h, vé ba o zreig

– Toussedig

Me lar ar re-he vije red soeñgnañ 'nê

Oh ya !

Ur wich ar mis vije sellet da wel pe-naos vijent kwa hañ !

Oh ! Kemer(e)t vije soeñgn deuh ar c'heseg !

Ah ya ! Ya !

– Me(d) « toussedig » ? Pet(r)a é an dra-he 'vid ar c'heseg ?

Beñ genre abcès oa kwa ! Un toussegid vije gwraet deusountoñ

– Ur gor kwa ?

Ya

– Ya ?

Ya-ya !

Oh ya !

Oh ! Vij(e) ket gor dalc'h-mad, an dra-he ree ur galedenn

Ya

Hag a hl(o)ase o zreig dê

Ya

Da labour(a)d kwa !

– Ur galedenn é kwa ?

Ya

– Ya

Ya-ya ! Sell vije troc'het hezh neuhen ga'r marichal neuhen 'è kwa !

Ya

Ben oui…

An dud oa akenus 'vi(d) o, 'vi(d) o…

Oh ! 'Vi(d) o c'heseg, oh ya !

'Vi(d) o c'heseg hañ !

Oh ya !

– Oa pet(r)a ? Aketus ?

Aketus, ya

Aketus, ya

– Me(d) mod-all é, kleet meus bet lar(e)d i(v)e, ar c'heseg né, med surtoud keseg skañw, e né ur galedenn i(v)e a-peu-prè lec'h (e)ma o…


Ah ya ! Ya-ya

– O penndowlin ahe

Just a-walc'h, ya

Ah ya ?

Ya

– An dra-he n'é ket nitra, med daw é troc'hañ ur wech dre var(e)

Ur wech tre var(e), ya

Ah ya ?

Ya-ya ! Ar c'heseg vé 'haloupad, ya

Hañ boñ !!

Ya-ya ! Ouais…

Pet(r)a zo, pet(r)a signifi ?

Beñ hag ar c'heseg laboure wichou dije, an dra-h(e) zepand

Ah ya ?

Ya-ya-ya ! Me(d) n'ounn ket pet(r)a oa, ur galedenn vij(e) gwraet deuh an dra-he kwa ! Ha' vije troc'het beb ar mar(e) dê kwa ! Ha neuhe vije aes dê !

Oh beñ ar c'heseg, ar c'heseg zo sañsubl hañ !

Oh ya ! An dra-he eint ! Ya-ya !

– Pet(r)a ma klêt diwar-benn ar c'heseg… 'Vid ar melchon, ar melchon, toud ar melchon…

Ar melchon tomm !

– Ya, me(d) oagn ket mad toud 'vid ar, 'vid ar c'heseg serten…

Ah !

Nann

Ah nann ! Ah nann !

– Serten re

Ar melchon vresk oa mad dê, me(d) pass mechon, melchon bet chomet ba'r c'harr ha heñ oa ket mad dê

Da dommiñ, nann

Nann, nann-nann ! Neuhe a c'hweent diwar hezh kwa !

Ya

– Oa ket mad (ne)med vresk kwa !

In vresk, ya ! Foutr pegement in vresk, me(d) pass melchon tomm kwa !

– Me(d) melchon, beb-sort melchon zo 'e

Melchon ru

Ya, melchon ru ha heñ oa ket ken sañsubl

Nann ha heñ, heñ…

– Melchon, melchon gwenn ?

Melchon gwenn zo 'è, ya

Ya

– Pet(r)a zo c'hoazh ? Melchon…

Melchon glas

– Melchon glas

Ha heñ, heñ oa ar gwellañ, ar melchon glas

Ah ya !

Ah ya !

– Med n'é ket hemañ, just a-walc'h, oa mad d'ar saout pe/ha pass mad d'ar c'heseg ?

Ar saout 'e a c'hwee diwarnoñ

Ya

– Ah ya ?

Ya-ya ! Oh ya ! Ar melchon n'é ket m[ad], ar melchon glas oa ket mad d'ar saout

– Ah ! D'ar saout n'é ket mad

Nann, nann, c'hweo a rent diwar'naoñ

Me meus gwel(e)t ma zad à tic'hweo ur veuc'h

Ya

Ha plantañ an…

An trokar !

… An trokar 'n enni ma haot-kaezh ! Fffiw !

Ya ree ! Paotr-powr, ya

– Dic'hweet

Ya

Ha, ha ar re-he teue ur vlêr deuh an dra-he 'ha !

Sur ya ! Daon ! Heñ vije fermantet, houzoh walc'h

Me meus choñj deuh an dra-he

Ah ya ! Ya, du-m(añ) vije gwraet 'è, ya

Ha 'hond da foeltriñ vije mod-all !

Ah ya ! Mod-all varvent hañ !

Ya

Ah ya-ya !

– Diwar ar melchon kwa…

Ya, diwar ar melchon ha diwar an avalou !

Ya

Ar saout a c'hwee !

– Ah ya ? An avalou 'e ?

Ah ya ! Ma zebent kalz avalou, 'beñ ar veuc'h a gouee maro kwa !

– Ah ya ?

Ah ya-ya ! Pugur c'hwee diwar an avalou

Ya

An dra-he oa assid, houzoh walc'h

Hag alïes diwar ar markou-avalou !

Just ! Hag a zebont ar markou

Ar markou

Oh ! Gwashoc'h oa an avalou, me(d) hezh…

Ah ya ?

Oh ya ! Oh ya

– Hañ ! Me(d) an dra-he virve ba'r bouellou kwa

Just ! Ya

Ya

Ya-ya

Ah ya ! An dra-he a bife, houzoh walc'h

Daon ya paotr-kaezh a'ha ! Oh ya ! Da ziwoull vije, lar(e)t vije demp « diwall 'h ey ar saout dindan ar wênn-avalou da zespun avalou », pugur…

Hag an dra-he blije dê hañ !

Oh ! An avalou ? Fi ya 'vat !

Sod oagn ga'n avalou !

Ah ya ! Ha sod ! Ah ya !

– Me(d) pet(r)a vïe gwraet pa vije klañw ar c'heseg, pugur ar re-he vije intentet mad dac'houte ha me meus joñj ahe beañ klevet ur gamarades din a lare e noa, oa jalous doc'h ar c'heseg, pugur ar re-he nije, na droad da gaoud mel pa oa-hei bihen hag noa, hei na ket droad sete…

Hañhañ…

– Ha oa soñgnet ga mel ?

Ga, ga mel

– Ga mel ya, pugur

Ar c'heseg ?!

Ya-ya ! 'Benn dije poan-goûg ?

– Ya-ya

A vije rôet mel dê

– Ya, an (dr)a-he vije gwraet ue ahe ?

Ya-ya-ya !

– Pugur…

Pugur owen vije dapent ar c'hrouk, ar c'heseg

Ah ya !

Ar c'hroup vije gwraet deus an dra-he

– Ar c'hroup, ya

Ha neuhe vije ar pas gante

Ya

Ha vije rôet mel dê da blam da gass-kuit kwa heñ !

Hañ bon ?!


Ha c'hoazh vije laket un, un…

Un toutokou dê 'è !

Un toutokou dê ga lin !

– Un tou pet(r)a ?!

Un toutokou

– Un toutokou ?

Ya, laket, karget de la pâte de lin en-dro d'o goûg ! An dra-he zelc'he tomm o goûg hag ar mo(d)-se daolent o loustoni kuit kwa heñ !

– Ah !

Da lak(ad) an dra-he da ho(r)iñ ?


Just a-walc'h, ya

– Hañ ! Ha mod-all pa ket klêt kaos deus ar grom ?

Eo ! An dra-he é, ar grom ya. Ar c'heseg a nije ar grom

Le croup

Le group quoi !

Ah ouais-ouais

– Memes-mod é ar c'hroup hag ar grom ?


Ar c'hrouk hag ar c'hrom, c'est le même

– Ah ya ?


Oui, (ne)m(ed)-seped lod lar ar c'hrom, ar c'heseg vije lar(e)t ar c'hrom hag…

An dud vije lar(e)t…

An dud vij(e) ar c'hrouk vije lar(e)t d'an dud kwa ! Me(d) memes-mod oa

– Ar c'hroup 'vid an dud ha… Ya

Ya, mem-mod a oa

– Pugur me ma gwel(e)t ar grom heñ ! Oa 'vel ur, ur voulenn kwa !

Ya

– Ba, ba o goûg ha…

Ya-ya ! Pa vije goret, memes me meus bet gwel(e)t barzh du-mañ a teue ar vetrinèr da doullañ o goûg ahe pé vije re gor hag ablamed daoñ da zond-maes kwa !

Hañ bon !

Ya

Daon ! Blam(e)d daoñ da ziskargañ !

Ya

– An (dr)a-he zigoues d'an dud i(v)e

Just ! Ya, ya-ya !

Ya

– Me(d) an dra-he zo war-goust, pugur n'eus ket, ur vitamin a vank pa…


Eo ! Pa zigouee an dra-he !

– Pa zigouee an dra-he, n'é ket ?


Me(d) gwich-all zigouee an dra-he ga'r merc'hed a vije neve-hanet o bugel, vijent flèb !

– Ah !!!


Ha, ha neuhen zigouee an dra-he, pugur vijent re flèb

Ah ! Weles ket 'ta…

– Hag e neuhe da bareal vije rôet ur lousou bennag pe… ?


Beñ ya ! Hag ur machin tomm vije lakeet dê 'è kwa !

– Pugur me meus bet, choñj bet gwelet an (dr)a-he e serten broiou paour ahe, pugur n'eus ket tret(a)mant a-walc'h e vije gwelet bugale mo(d)-se gan

Ya…


Ya, just a-walc'h, ya

– Ur meul koûg bras ahe ha…

Ya-ya-ya


Ya-ya-ya !

– Hag neuhe ar c'hrom 'n-hi(ni) é 'vid an dud 'è ?

Ya

– Me(d) ar c'hrom pe ar grom ?

Ar grom vije lar(e)t d'ar c'heseg

– Ah ! Ar grom

Hag ar c'hrom d'an dud kwa !

– Ah !!!

Ya

– Ar c'hrom

Ya

– Pe ar c'hroup pe ar c'hrom ?!


An, an eil ha egile vije lar(e)t, pugur memes-tra oa ! (Ne)med-seped vich(e) ket lar(e)t mem-mod

– Pugur me ma klêt kaos deus ar grom hag ar c'hroup

Me(d) ni, nim lar ar c'hrouk, n'é k(e)t ar c'hroup ! Ar c'hrouk !

– Ar c'hrouk ?

Ar c'hrouk

– Ah ya ! Gad ur « k » kwa !

Ya, ya

– Damaig ahe oamp o kaojeal deus ar vugale pe paotred yowank ha' vije laket da labour(a)d ga'r c'heseg

Ya

– Me(d) kassed greun d'ar vilin

Ya

– A vije, vije…

Laket war-gein ar chô

– Ya

Ur c'hant gwinizh vije laket war-gein ar chô hag a teue ur sac'had-bleud gantoñ war i gis

– Ya hag a neuhe n'ee ket ur mouss pe… ?

Ah daon ! Ur mouss pe ar vamm a'h ee kwa ! Pa vij(e) k(et) ar gwas 'vi(d) mond kwa !

– Ah ya-ya

Ah ya-ya-ya !

– Sete, me(d) neuhe oa ur mouss eizh la ?

Oh ya ! Eizh-deg la ! Ah ya-ya !

– A-peu-prè kwa

Ya-ya !

Ken yowank se, Jeanine ?

Oh ya ! Daon ya ! Gwich-all vij(e) lak(et) an dud da ziwoull ar saout 'tro pemp-c'hwec'h la !

Ah ya ga[st] !

Ah ya !

– Ah ! Da bemp la, ya


Ah ya !

Me(d) oh !

Beñ ya…

– Ha ma mamm zo bet 'h o(be)r 'e


Ya-ya !

Beñ just a-walc'h

– Ya

Ma mamm-gozh, ma mamm-gozh din-me 'è


Ya just ! Ha mamm-gozh du-mañ vije a-walc'h

Pugur…

Ya, da seizh la vijent kass(e)t da ziwoull ar saout !

Deus tu ma mamm-gozh oagn kalz a vugale

Beñ ya

Ha oa kass(e)t da zivejañ mo(d)-se blam(e)d da veañ un neubeutoc'h da vagañ ba'h ar yêr

Ba'r yêr, houzoh walc'h, ya

Tu t'rends compte ?

Ben oui…


An dra-he zo trist memestra hañ !

Beñ ya…

– Cheñchet an traou

Oh !


Oh ! Cheñchet ya, sur !

Heñ ?

Ya

Me lar dit…

Me meus choñj kleed Jañ Moesan 'lar(e)d, heñ vïe, oa kass(e)t a-bred, da seizh la, da ziwoull ar saout 'kichenn Pont-Troël ahe

Ya

Ha ene oa teir blac'h vihen 'è hag pa sa(v)e mae(s) i wele, vije tennet a-bred mae(s) i wele, vije lar(e)t daoñ a nije eizh sailhad-dour da gerc'hed 'benn kaoud e zijuni

Ya…

Ga, ga dow sailh ! Hag pa 'n-om ga(v)e deus taol, ar merc'hed bihen vije debet o hi(ni) 'benn-neuhe hag a teuent da dufad daoñ ba i soubenn blam daoñ pass dibiñ 'naoñ !

Oh !

– Hopala !

Ah ! Me(d) an dra-he oa, vij(e) ket, oa ket sañs(e)t da veañ lesket ar vugale d'o(be)r se !

– Beñ nann

Me(d) vé lar(e)t oblij vé da zibiñ 'naoñ vé lar(e)t, pugur nije naon 'benn-neuhe walc'h !

Oho !

Beñ ya

Me(d) lar(ed) a ree se ?

Ya ! Ya

– Me(d) an dra-he oa viss, oa viss kwa !

Ah ! Viss-fall, ya

– Ah ya…

Beñ ya !

– Me(d) ar vugwal(e) pa vegn lesket 'e, a-wechou…

Oh ya !

Daon ! A ra beb-sort !

– Beñ ya…

Ya !

– Vent, vegn ket 'n-om rentañ-kont kwa !

Daon ! Vegn ket sur, houzoh walc'h ! 'Vid amerdiñ 'naoñ a reent kwa !

– Ya-ya-ya !

Ya-ya

Ha 'vid c'hoarïellad daoñ !

Daon ! Just a-walc'h, ya. Ya

– Ha me ma klêt 'e vije laket ar re-yowank a-bred memes-tra da labourad ga'r c'heseg

Ah ya !

– Ya

Ya-ya-ya !

– Lod oa da bemzeg la, me ma klêt da unneg la memes !


Oh ya !!! Ah ya-ya ! Ha da zeg la wichou 'è, pugur gwich-all vije divêt an dud 'telc'hen o feurm

Ya

Hag ar vugale vije laket da choukour, houzoh walc'h

– A-bred


Hañ ! A-bred, ya !

Ya

Ha vije espliket dê ha vijent laket d'ond da-heul ar c'heseg, houzoh walc'h

Oh ya !

– Me(d) oa dañjurus memes-tra heñ !


Of !

Bah ! Oh ! Ga(v)e ket betissou kalz…

Nann

– Pugur un' na lar(e)t din-me, just a-walc'h, oa digoueet ar mo(d)-se ga'r c'heseg kwa ! Ha oa ar grifon deusoute

Ah ya !

Ah ya…

– Ha 'benn ar fin n'ouzon ket pet(r)a na gwraet, na ket taolet evezh a-walc'h ha aet ar c'heseg kuit ga'r, ga'r grifon war o lerc'h

Ga'r, ga'r… Daon ya !

An dra-he zigouee

Ya

– Ha 'benn ar fin oa bet 'h aretet ar grifon, pugur oa passeet… Pe-sort mod oa digoueet ? Yeo ! Oa diw wênn ha oa passeet ar…

Ah ! Ba'r c'hreis !

– Ba'r c'hreis ha neuhe oa bet 'h aretet…

Ah ya !

Ah ya ! Pugur ar grifon oa chomet sac'het kwa !

Ya

– Ya, pugur oa rodellet ha…

Ya !

Ah ya ! Ya-ya-ya !

– Ya, chomet sac'het ar mo(d)-se, me(d) eürusamant !

Oh daon 'ha ! Dalc'h-mad zo bet aksidañchou ga toud an traou !

Ya-ya ! Be oa kalz a geseg hag a'h ee-kuit mo(d)-se gwich-all, oa da ziwoull hañ !

– Na ket klasket…

Me(d) an dra-he oa un taol tapet ga'r c'heseg ar mo(d)-se pé oagn abitüet d'ond, vije bet dê ur wich, goud(e) a gerzhent kwa !

– Ya

Ya ha joñjent :

« Brem(añ) (e)mon ma-hun : Ale yô ! »

Ya

Ya-ya ! Ya-ya

– Pet(r)a é ar sternach ?

Daon ! Hernach

– Hernach ha sternach zo memes-mod ?


Ya, memes-mod é, ya

– Ya ?

Ah ! Hernach ar c'heseg

– Ya

Ah ya ! Amañ vije lar(e)t

Sternachou !


Sternachou vije lar(e)t amañ

– Sternachou


Ya

– « Sternachou » zo toud an traou zo laket d'ar c'heseg kwa !

Ya, ya

Toud o abilhamant é kwa !


– Ya

Beñ ya ! Ya-ya !

Lak(ad) i sternachou daoñ

– Ha « kass anaoñ d'ar stern » vé ket lar(e)t ?

Nann, am(añ) vij(e) ket lar(e)t se, nann… Amañ vije lar(e)t « kass anê d'ar ho(v)ell » da lakad hernach kwa !

– D'ar ho(v)ell

Ya

– Ar chô ahe pa vijer 'labour(a)d vije… Pe-sort mod vije lar(e)t dèoñ troiñ a-glei pe troiñ a-zïou

Tüiss !

Tüiss !

– Tüiss, an dra-he zo…


Tüiss, c'est tourner à droite

Ya

Ya

Ha « han »

Ha « han »

« Han-berr » !

Ouais

« Han-berr » a vije lar(e)t

– Han-berr ?

Ya, vije lar(e)t 'è, ya

– Ha pe-sort mod vije lar(e)t d'aretal

« Ho ! » Ya

– Ha da hond-raog oa ?

« Hi ! »

– « Hi ! »


« Hi ! »

Aha ! « Ho ! Hi ! Ale hi ! »


Ya, ya

– Ha vé ket lar(e)t gwech e-bed « ri ! » ? Blam da lak anaoñ d'ond-dreñw ?

Ah eo ! Ah ya-ya !

Ah « kul ! » vije lar(e)t amañ, ya

« Kul ! » vije lar(e)t, ya « kul ! » ya ha med lod lar « ri ! » 'è 'vel lær(e)s, ya

Ah ya

– Ah ya ? « Ri ! »

Ya, ya

Petramant « souïss ! »

« Souïss ! » Vije lar(e)t 'e, ya

« Souïss ! » Vije lar(e)t 'e

Hag ar gaseg a ouïe souïss ba breiou ar c'harr hañ !

Ya

Ah ya ! Ha oa ket emm da ziskiñ 'nèi alïes

Oh ! Hag a'h eent trankil hañ ?!

Ah fi ya 'va(t) ! Ya-ya !

Ha neuhe 'vid…

– Vé ket lar(e)t « hal ! » deus an tu… ?

Lod a lare « hal ! » ya

– Hag amañ…

Hag a-wichou…

Pa 'h aretent kwa !

… Vije lar(e)t dê « dilouïal »

– « Tuïss ha hal »

Vijent louïet ga'n tretou


Ya

Ma 'h ee ur c'harr dre 'n tu-all da…

Ya, an tu-all d'an tretou

An tretou, pass beañ 'kreis an tretou

Vije lar(e)t dèi « diluïñ ! »

A vije lar(e)t dèi : « Ale ! Diluïñ bremañ ! » Hag a ouïe sevel hi zro(a)d da zond…

Ya ! Ah ya-ya !

Heñ ?

Ya, ar c'heseg oa entellijant, me lar dit hañ !

Ya

Ha deuh ar grifon ha deuh ar vrès vije ur sparl

Ah ya ! Ur sparl !

Ha vije laket an tretou…

Deuh ar sparl

… Stag deuh ar sparl

Ar c'heseg vije, a zelc'he 'nê, houzoh walc'h

Ah ya ! Eñwn mo(d)-se kwa !

– Ha pe-sort mod oa ar sparl ?

Oh daon !

Ur pezh koat !

Pezh koat, ya, ga krèjer deusoutoñ kwa !

Ya

– Ga pet(r)a ?

Krèjer ! Des crocs pour attacher la chaîne quoi !

– Ha vé lar(e)t « an dent » 'vid ar grifon ?

Ah ya ! An dent, « dent-grifon » ya

– An dent

Ya

Hag an « dent-vrès » vije lar(e)t è

Ya

C'est plus petit, an dent-vrès oa mo(d)-se peu-prè kwa !

Ouais

– Ha pe-sort mod vé lar(e)t : « Mond da vrèsiñ » ?


Ya, mond da vrèsiñ : « Bremañ 'h añw da stag ar c'heseg d'ond da vrèsed »

D'ond da vrèsed

Ya

Da lakad ed pe…

Pezh a vije d'o(be)r kwa !

Pezh a vije d'o(be)r

– Ha kreus oa an dent ?

Oagn ket !

Oagn ket

Ah nann !

Nann

Ah nann-nann-nann ! Ar mo(d)-se oa an dent : Rond ar mo(d)-se, ya

Ya

Me(d) pointues kwa !

Ya 'ha !

– Ya-ya ha pe-sort mod vé lar(e)t « pointu » 'e ?

Tougn !

Ah ya, tougn !

Tougn, ya !

– Ah ya ?


Ya

– Fri-tougn

Ah ya ! Ur beg-tougn neugn kwa !

Ya

– Ya

Ar brabant vije la charrue kwa ! Ar brabant, ar braban !

– Ya-ya

Vije lar(e)t…

Hag an arar

Hag an arar oa pour défraîchir kwa !

– Ya-ya

Ouais

– Ha, ha mod-all da labour(a)d gad ar, gad ar c'heseg e vije dalc'het rañjennou ?


Ya

– Pet(r)a é ?

'Telc'hen ar reñjennou deuh ar c'heseg, les cordes qui tenaient les chevaux quoi !

– Reñjennou ?

Hum !

– Ah ya ?

Ya

Da zelc'hen 'nê ba'h ar limon ?


Da zelc'h… Nann ! Da zelc'hen 'nê war-eñwn kwa !

Ah ya-ya-ya !

Ya

– N'é ket 'vid, 'vid… Pet(r)a vé lar(e)t…

Parce qu'ils avaient des cordes de la bride de chaque côté

– Ya

Donc quand…

Donc
vijent chechet deus tu pe du

Ya ! War un tu ha war an tu-all

– An dra-he oa bleinañ ar chô ?

– Kondüiñ 'naoñ

– Pe ar gaseg


Ar gaseg, ya

– Me(d) bleinañ 'n-hi(ni) vé ket, vé ket lar(e)t ?

Bleiniñ ?

– Kondüiñ ?

Nann-nann

– Pet(r)a vé lar(e)t 'vid lar(e)d « kondüiñ ar jô » ? N'é ket « ren anaoñ » ?

Ya, ren !

Ren ar gaseg, ya

– Ren ar gaseg ?


Ren, ren

Ya-ya-ya ! Ya-ya !

Ya, ren

– Ha mod-all peus klêt kaos deus ar rowl ?

Ar rowl ?

– Ya, ar pezh chadenn


Ah ya ! Ah… N'é ket 'r « rowl » vije gwraet deusountoñ, un dra… Oh ! Ba'r sistem-se, 'vel lær(e)s, ya

Ha pet(r)a oa an dra-he ?

An dra-he oa ur pezh chadenn vras da stagañ 'vel deus chech an travail pe un dra mennaket kwa !

– Ya pe da sklejañ…

Ah ya ?

Sklejañ chouchou ha-traou !

– Ya


Petramant sklejo ur wênn ?

Ya, just a-walc'h

– « Ar rowl » ma klêt, me(d)…

Ya-ya, ur chadenn, chadenn…

An dra-he ra kalz a gomjennou deja heñ !

Ya, ar chadenn-vras vije gwraet dre-am(añ)

'Vid neubeud a dra !


Ouais

– Chadenn-vras vije lar(e)t


Ya

Vije lar(e)t amañ kwa, ya

– « Rowl » vij(e) ket lar(e)t ?

Nann ha « tap ar chadenn-vras » vije lar(e)t kwa, ya. An dra-he oa ur pezh chadenn ha' vije da sklejañ batimañchou

– Ya ha tew 'vel, 'vel bisïed

Just ! Ya-ya-ya ! Ya-ya !

Red vé dê beañ solud, houzoh walc'h


Ah daon ya 'ha !

– Hag un tamm deus ur chadenn zo ur « maillon » e galleg

Ya, ur mailh !

Ur mailh !

Ur mailh

– Ur mailh ?

Ya

– Ha pet(r)a res deus an dra-he ?

Un ailhedenn

Un ailhedenn

– Un ailhedenn ?

Ya

Aha ! Un ailhedenn


– Vé ket, vé ket lar(e)t gwech e-bed ur « ruilhenn » pe ur « rilhenn » ?

Eo !

Ah eo !

Beañ vé 'è, med un ailhedenn vé lar(e)t alïes hañ !

– N'é ket bihannoc'h an ailhedenn 'vid ur rilhenn ?

Ah nann ! Me(d) beañ zo ailhedennou brassoc'h 'vid an dra-he !

Daon kalz ! Fi ya 'ha !

Oh ya !

– Pugur me ma klêt, beñ just a-walc'h deus an tïer oa an dra-he 'e da stag(añ) ar c'heseg

Beñ ya just a-walc'h !

Ya just a-walc'h ! Un ailhedenn vé lar(e)t deuh an dra-he

– Un ailhedenn vé lar(e)t amañ

Ya

Ya

Ya-ya ! Da stag(añ) ar c'heseg gwich-all ha gwich-all vije un' mo(d)-se deus peb ti kajimant !

Ya

– Beñ ya, deus an ostalirïou


Da stagañ ar c'heseg, ya

Deuh, deuh ar voger !

Ya

– Ya

Ya-ya

Ur machin rond ahe

– Ya-ya-ya !


– Un ailhedenn-dir kwa !


Un ailhedenn, ya

Ha ba'h ar voariou ! Ha ba'h ar voariou !


A vije 'è, just a-walc'h, ya

Ya

C'hoazh gwich-all, pa vije ar jañdarmeed ga keseg, a vije distag(et) ar c'heseg dê, ar c'heseg a'h ee-roud, ar jañdarmeed 'h ee war o zreig goude !

Ahahahaha !

Be zo bet tud fall dalc'h-mad !

– Beñ ya

Ah ya ! Ya ! Ha tud d'o(be)r be…

D'o(be)r betissou

Ya-ya-ya !

Beñ ya !

18/04/2017

Trôelliñ ar saout ha mond da labourad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba-ti J. ba Skrigneg, assames oa É. deus Skrigneg 'e ha A. deus Lanneanou, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
- A.
J.
É.



Ha trôellet a vijent ba-tro an ed 'è ga ur gordenn, an…

– Ya

An hi(ni) vije nev(e)-alet

– Ya-ya, trôellet

Ya

Ya

Ya

Beñ ya !

– Ped beuc'h oa amañ pa vije trôellet ?

Oh !

Oh ! Vij(e) ket kalz a'ha !

Vij(e) ket kalz : Eizh-naw pa vije…

Oh ya !

– Ah ya memes-tra !

Ya

– Oui

– Me(d) me ma klêt ga diw pe deir kwa !

Ah ! Gwich-all gozh ya, vij(e) kemed…

– Ya, gad ur gordenn ha-toud

Just a-walc'h, ya ! Me(d) neuhen oa…

– Feurmiou bihen oa

Ya !

Oh ya ! Oh ya !

Neuhe oa ket kalz a barkeier, houzoh walc'h

Oh nann !

Ur park pe dow ! Sell ahe toud !

Ha memes a drôellent…

– Me(d) mem-mod oa klêt 'e just a-walc'h, un' ha oa ba Sant-Wazheg oa 'h o(be)r stamm ar mo(d)-se war-gein ar…

Ya

– War-gein ar veuc'h

Ah !

Oy !

– Pé oa ar veuc'h 'peu(r)iñ war bord an…

Ma !

Oh !

– Ha hei oa 'h o(be)r traou ha…

Oh !

Ah ! Hoñzh…

– Pass war hi gein ! Deus hi gein !

Ya-ya ! Ah ya ! An dra-he deuh hi gein, ya !

Houzh zo… Ah ! Deuh hi c'hein, ya

Ya-ya ! Harp deusounti, ya

Ah ya ! Kar ma e(rr)i, ma vije aet war-gein ar veuc'h vije aet ar blew 'tre hi diwhar ! Ahaha ! Ar re-he a stag 'ha ! Houzoh walc'h

Oh ! Ya… Hañ laron dit ! Oh ! Me zo bet 'h o(be)r ! Ha trôell(iñ) ar veuc'h

Ya

Lar(e)t vije laret diñ :

« Venoñ 'h es da drôell(iñ) ar veuc'h so alet ! » Vije lar(e)t diñ

– Ah ouais ?

Ah ya-ya ! Vijen kass(e)t


Ah ! Me blije ket an dra-he diñ ! Me blije ket…

Ah ! Me ree ket 'è, hir a ga(v)es an amzer, houzoh walc'h

Oh ! Me vije inouet 'hond d'o(be)r traou mo(d)-se !

Hag a'h ampech ar veuc'h da dapañ an ed vije d'o(be)r 'è !

– Ya

Red oa dit diwoull 'nèi, houzoh walc'h. Ah ya !

– Ya-ya-ya !

– Trôellañ


Ya

Ah ya !

Choñj meus pa teuen d'ar yêr deuh ar skol, pudur 'h een d'ar skol war ma zreig ! Ni oa c'hwec'h kilometr d'ond deuh ar skol !

Beñ ya…

– Me(d) toud an dud oa c'hwec'h kilometr deus ar skoul ! Drol é an dra-he memes-tra !

Ah ! Me(d) me zo c'hwec'h kilometr, med gwir é pe n'é ket ?

Gwir é

– Me(d) ur lêsenn oa…

– Ur lêsenn oa, ya


Eh ! Hag pa teuen d'ar yêr, ma mamm a lare diñ :

« Ale ! » Lare diñ, « heus ket lennet tro-walc'h 'boe an de (e)mout an de-mañ toud à lenn » a lar diñ, « sklap ar c'hozh leveriou-se 'goste ! Amañ (e)ma ar saout da zourañ ! Ar poufèrad-traou da gargañ ha da boahad boued d'ar moc'h ! Amañ zo labour d'o(be)r ! »

Beñ tu penses bien ! Me sklape ar c'hozh leveriou-se da vale !

Ya

Sete ar mo(d)-se… Eh !

Me(d) mo(d)-se oa heñ ! Ya-ya !

Pe-lec'h gav dit an de war-lerc'h vijen (???) !

Daon nann 'ha !

Hag vij(e) ket lar(e)t mann e-bed diñ, pudur goûd a ouïent vijen laket da labourad !

Beñ just a-walc'h, med daon ! Ar re-all vije 'è ! Daon ! Ni a'h ee ahann a-dreus toud ahe, houzoh walc'h

Gwel a res…

D'ar bourk ahe gis-se

Heñ !

Ha pa 'n-om ga(v)emp ba'r yêr a vije ar saout da, da ziwoull pe un dra mennaket d'o(be)r dalc'h-mad !

Oh ! Hag a vije…

Petram da zestum mein vijemp kass(e)t 'è !

Ha vije düet ma boutou-koat diñ ga duadur deus dan ar pou-fèr deuh an noñs !

Ya

Ga ur bross, vije tap(et) ur bann'h-dour ha frotet ar bross deus da rewr ar pou-fèr da züiñ ma boutou diñ d'ond d'ar skol

– Ah boñ ?

Ya-ya !


Ya !

Hag ar mo(d)-se oa ket emm siraj, houzoh walc'h

– Ah ouais

Oa ket emm siraj, tu te rends compte ?!

Nann-nann-nann !

D'ond d'ar skol an de war-lerc'h

Hum ! Hañ ! Me(d) daon ! Gwich-all oa ar mo(d)-se hañ !

– Me(d) an dra-he na lak aha(n)on da c'hoarzhin pa oan bet ba, ba Plonee na resp[ontet]… Un' na lar(e)t din-me, pugur oa bet ba'r skoul-ar-seurésed ha pa teue d'ar gêr en-dro a lare d'he, d'hi zud : « Oh ! Ar seurésed, ar re-he zo 'sévères' ha-toud ! » – « Ale ! Ro peuc'h bremañ ! Diskiñ 'han(o)h da labour(a)d neugn gwraet 'e ! »

Ya !

Ah ya-ya-ya-ya !

Ya-ya-ya-ya ! Gwir é !

Beñ ya !

Ah ya !

– « Amañ zo*... Ar saout da hor(o) ! » *[(e)ma]

Ah ya ! Daon ! Labour vije, med daon ! Tro-walc'h a draou…

Pe da… Ya, ar moc'h da voueta ha ni zo bet ba'r memes skol ! Daon ya ! Ni…

Daon ya ! Tro-walc'h a draou vije disket demp, me(d) añfin ! Mïemp ket joñj deus toud

Nann, nijeomp ket pezh vije lar(e)t demp

Nann-nann-nann

– Ha ho mammou-kozh a ouïe lenn matresse

Ah ! Ouïent ket !

Ouïent ket

– Ouïent ket 'zhpenn

Med se zo kaos a pa 'n-om ga(v)es ba'r yêr, ar re-he gomprenent ket petra oa lenn na traou


Nann

Me(d) oa keme(d) ar labour 'kement a gonte dê, houzoh walc'h

Ah beñ ya… Mamm-gozh a ouïe keme(d)

Nann

Oui et non

Ya

Set' ahe toud !

Ba'r, ba'r skol, ar re-he ga(v)e dê oamp 'h o(be)r sort e-bed kwa !

Daon ya ! Feneantal !

Daon just a-walc'h, ya ! Ya

Eh ! « Oh ! » Lare demp ahe an dra-he

Ya

« Ar re-he n'eint keme(d) feneantesennou ! »

Daon ya-ya-ya !

« Oh bah-bah ! Amañ zo labour brem(añ) ! » Vije lar(e)t demp

Ya, ya, « n'et ket d'ar skol »

– Pugur oa labour

Ya hag pa vije patates da dennañ pe an dra-he


Ya

« Oh ! 'Benn arc'hoazh n'i ket d'ar skol ! »

Nann-nann

« Amañ (e)ma ar patates da dennañ ! »

Ya

Hañ ya !

« Amañ (e)ma an dennadeg-patates ! »

Ya !

– Ya pe… Ha tennañ an dorifor(e)d kuit deus…

Ah ya ! Da zespun dorifor(e)d on bet 'è, oh ya-ya-ya !

Oh ya ! Daon an dra-he d'o(be)r, an dra-he vijemp kass(e)t ga'r skol !

Ya

– Ya

Ha beb a ouest a vije rôet demp

Ya

Da zespun an dorifor(e)d

Gwich-all ar skolachou a gasse…

Ar vugale, ah ya-ya…

… Ar vugale da zespun 'nê ha…

Ya-ya ha bet on 'h o(be)r meur a wich

Ya

Ya

– Pad ar bresel oa neuhe ? Oa ket ?

Oh !

Eo !

– N'é ket memes dorifor oa…

Nann !

Ahaha ! Nann-nann… Ha neuhe ha goude oa deut ar lousou neuhe da lousowiñ an dorifored ! Neuhe vijent ket destumet kin kwa ! Me(d) digentañ oa ket lousou, sell vijent destumet

– Me(d) oa ket dorifored 'e, da zigentañ, oa ket ?

Ah nann ! Digentañ oa ket 'è, me(d) n'ounn ket deus, deut oagn deus un tu mennaket ahe hag a'h ee

Ya

Vije deb(et) ar patates

Oh ya !

– Un' deus Skrigneg na lar(e)t din-me oa deut gad, ga'n Amerikaned

Oh ! Matresse, ya

Oh ! Matresse, ya-ya ! Possubl é

Se zo kaos vije gwraet an dorifored deusoute !

Ya, just a-walc'h, ya

– Me(d) 'benn ar fin ahe, d'ar mar(e)-se oa kemed bugale ar skolerien na ket da, da vale da hond d'ar gêr, pugur oagn 'lojañ ba'r skoul

Ah ya !

Ah ! Ar re, ar re oa tost a-walc'h, ya ! Ma vijes keme(d) dow pe dri gilometr !

Ah ya ! Vijemp delc'het 'è

– Pe ar re oa ba'r bourk kwa !

Ya

Ya, 'r re oa ba'r bourk meh-mod, me(d) oh ! Wichou vijemp kass(e)t pad ar rekreassïon da zespun dorifored !

Me zo bet 'loj(añ) 'e, med pass goude p(a) oan dowzeg la oan, ahe oan…

Ah nann ! Teues d'ar yêr kwa !

Neuhe teuen d'ar yêr ga…

Ya-ya

Oa ka(ve)t ur vissiklèt diñ

– Ah ya ! Sete…

Ya

Ya

– Oa founnussoc'h

Sete mo(d)-se…

14/04/2017

Ar c'heseg na memor a'ha !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet tri devezh so ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg ha deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



Ha me meus bet gwel(et) ma zad gwich-all, oa ur gaseg du-mañ ha' oa reizh ha hou(zh) oa digourdi ha ma zad a bassee dre dan d'hi c'hov, n'ouzon ket ped kwich ha na vouje ket 'n tro(a)d !

Nann

Ah nann ! In mod e-be(d) !

Ah nann

Ha houzh a ouïe ! Ah ya-ya !

Med beañ oa re-all ha' oa tik, gav ket dit ?

Oh ya ! Ha ket emm da basseal ar mo(d)-se ! Ah nann-nann-nann-nann !

Eh beñ didoñ !

Ah nann !

– Ur ruadenn

Daon 'ha ya !

Du-m(añ) oa un', Coquette, ha me lar dit…

Oh ! Hou(zh) oa…

Ya

… Tik matrehe un tamm

Houzh oa un' hag a… Ur gafantenn !

Ah ya ! Oh ! Toud ar c'heseg oagn ket reizh hañ !

Nann !

Nann ! Me(d) entellijant oa ar c'heseg !

Ah ya !

Ar re-he oa ente[llijant], ar re-he gomprene dizhtu !

Ar re-he, 'benn pa 'n-om ga(v)ent barzh penn ar park, a ouïe tr… A drôe ! Ar re-mañ

Ya-ya-ya-ya-ya !

Vije ket red da lar(e)d dê na mann e-bed

Nann

A ouïe treiñ ha…

Penses-tu ! Me meus bet gwel(et) ma zad 'tond deuh ar Gr(o)as Ru, vije mew hag a vije aseet ba'r c'harr, ar gaseg teue hi-hun d'ar yêr !

Ya !

Penses-tu ! Ha pa 'n-om ga(v)e war ar porzh a chome ene da ho(r)tos ken…

Ah ya !

… Ken a'h ee mamm da dennañ 'nèi maes ar limon

Me lar dit !

Ah ya-ya ! Vouje ket ken an hangar

Nann-nann

Ya

– Me ma klêt un dra oa tamm pe damm memes-mod 'e, oa barzh Kleden oa, med 'benn ar fin oa aet skuizh ar…

Ar gaseg

Ya

– Ar marc'h 'ho(r)tos ha aet é kuit e-hun !

Ahahaha !

– Ha 'n-om renket ba'r hreñch ha-toud e-hun ha gwraet ur…

Ya !

– Dizrôet ha-toud ha aet ba'n hangar

Ah ya-ya-ya-ya !

Oh ! Me lar dit !

Ya

Skuizh oa 'ho(r)tos !

– Ah ! Skuizh oa 'ho(r)tos !

Ya ! Ha na joñjet : « Oh bah-bah ! Amañ n'eus, n'eus echou (e-)bed ! »

Daon !

– N'é ket an oto ray an dra-he…

Nann ! Daon ! Pad ar vresel ahe gis-se ma ur yontr ha heñ 'h ee d'ar gar bemde ga'r marc'h da gerc'hed ar c'hourrie

Ah ya 'ha ! Ya

Ha p(a) oa krog ar vombardamant ba Skrigneg amañ, ar yontr oa aet-kuit 'è, houzoh walc'h ha leusk(et) ar marc'h lem a oa… Ha pet(r)a oa deut da joñj d'ar marc'h :

« Bon… Hemañ teu ket ? »

Ha hañw i-hun d'ar gar ! Da gerc'h(ed) ar c'hourrie !

Ya

Ya

Ha oa den e-bed gantoñ

Den e-bed gantoñ ! Hag ar chef de gare na lak(et) ar c'hourrie daoñ ba'r c'harr hag ar marc'h so deut da, da Skrigneg ahe ga'r c'hourrie ! Hag e-se !

Ya ! Me lar dit ! Ha deut é i-hun ?

Ya

– Ah ! Me lar doc'h !

Me lar d[it]…

Ya !

Med gwir sè !

Ah ya ! An dra-he zo gwir hañ ! Ah ya-ya-ya ! Ha c'hoazh p(a) oa 'n-om ga(v)et ba bourk Skrigneg, an dud a gredent ket c'hoazh mond da dap ar c'hourrie, pugur oa à vombardiñ, houzoh walc'h… Sell 'benn ar fin ar marc'h oa skuizhet ene ha aet d'ar yêr ga i gourrie ! Oa ket pell, pugur oa fass d'ar vèred à chom !

Ya

Ha aet d'ar yêr ha pé é e(rr)i ba'h ar yêr neuhe, moèreb 'Fin neuhe na joñjet :

« Daon ! Pe-lec'h (e)mañ ar Jañ-Mari ?! »

Ya

Ha na tennet 'naoñ maes ar limon, laket 'naoñ ba i grow

Ya

Hag (e-)se ! Ar mo(d)-se oa digoueet 'ha, ya

Me(d) un'-all du-he c'hoazh ar park oa gwerzhet

Ah ya ! Ur gaseg du-mañ, ya, oa gwerzhet : Oh ya ! Pwah ! Matrehen deg la oa matresse ! Houm(añ) oa e(rr)i kozh !

Da b(e)-lec'h oa aet ?

Hag a oa aet, gwerzhet da Verrien digentañ ha goude neuhe un'-all deus Plougras ahe na prenet 'nèi

Ya

Hag un devezh 'e ha' oa 'n-om ga(v)et war ar porzh du-mañ hag (e)ma ar vamm lar daoñ :

« Ah ! Hoñzh so héñvel deuh ar gaseg kozh oa gwerzhet amañ ! » Lar

« Oh ya ! » Lar ma zad dèi, « te zo sod ! Houzh so marw pell-zo ma'hat ! » Lar

« Ma ! » Lar mamm, « me 'h a da zigeriñ an noñr war ar c'hrow da wel, da wel (ha)g-eñ 'h ey ba hi vlass ! »

Ha aet oa ar gaseg ba hi vlass ! Ya ! Hag e-se !

Hag a oa pell oa !

Beñ ya !

– Na ket ankoueet

Hag e-se deut d'ar yêr !

Ya ! Ha deut d'ar yêr ! 'Dreus ar mene toud deus Plougras, a-dreus toud !

– 'Dreus toud

Spont é hañ !

Ya ! Ah ya… Ha c'hoazh oagn 'h arretet ar gaseg ba'r Guétel Vian, pugur oa kustum d'ond di, houzoh walc'h

Ya

Da di ma moèr(e)b

Ya

Ha oa bet war ar porzh ba'h ar Guétel Vian hag ar voèr(e)b, n'halle ket aneo 'nèi ha neus, na gwraet dèi mond maes ar porzh. Ah ya ! Me(d) houmañ oa deut d'ar yêr war-eñwn goude, houzoh walc'h

Ya

Beñ ya ! Ha ma zad lar :

« Oh ! Ar re-he so keseg, re an Alamanted a'ha ! »

Me(d) oa ket ! Houm(añ) ouïe da be-lec'h oa da zond

Me lar dit !

Beñ ya ! Oh ya ! Ar c'heseg oa digourdi ! Ya-ya !

Ya

Ah ya !

Memor nagn kwa !

Ah ! Se nagn 'ha !

Ya

13/04/2017

Patates d'an dud, d'ar saout, d'ar c'heseg ha d'ar moc'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba-ti É. barzh Skrigneg, be oa É. ha J. ene ha deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



– Med me ma choñjet ba un dra, pugur é deut ar mar(e) : Bremañ, ar patates

Ya, bremañ ver 'lakad

– Ya

Lakad patates

– Ya ha 'h o(be)r war-dro kwa ! Pet(r)a vé gwraet, just a-walc'h, ga'r patates bremañ ?

Pet(r)a vé gwraet ga'r patates bremañ ?!

Oh daon 'ha !

– Mis-ebrel

Daon ! Dibiñ vé gwraet deusounte, vé ket ?

Ahaha !

– Ya pé jom c'hoazh un tamm, me(d) ga'r re-neve ? Ga'r re vo laket ba an douar ? Pet(r)a vé gwraet bremañ ? Pet(r)a zo d'o(be)r ?

Ah daon ! Lak anê ba'n douar !

Hañ ! Ya !

– A-raog ! A-raog, a-raog !

Prepariñ an douar !

Ah prepariñ, ya

– Ya, me(d) a-raog c'hoazh, ga'r patates ?

Ah !!! Lak anê da voutañ !

– Da voutañ ?

Ya

Just ! Ya

Lak ar patates da voutañ

Ya

– Vé ket lar(e)t « da gellidiñ » amañ ?

Ah nann…

Da bet(r)a ?

– Da gellidiñ

Da gellidiñ, eo ! An dra-he vé lar(e)t 'è, me(d) pass, pass 'benn vé prest da lakad 'nê ba'h an douar, vé ket lar(e)t kellidiñ : Lar(e)t a vé pa vent ba ar sac'h pe ba ur bessel

Ya

– Ya ha kellidet

« Kellidet eint » vïe lar(e)t, sell vije tenn(et) ar c'hellid kuit 'benn dibiñ 'nê kwa !

– Ya ha mod-all vegn, vegn laket da voutañ

Ya !

Hag ar c'hellid kozh, ma vé re hir é red da lemen 'nê blamed dê da hadbouto c'hoazh

Just ! Just, ya

Pad ar goañw vé, vé red da, wichou vé red d'o(be)r ur wich pe diw

– Ya-ya

Pa 'n-om gav…

Re hir, houzoh walc'h

Re hir

Ya, ya !

Ha vent…

– Ha ba pet(r)a vijent, vijent renket ?

Daon ! Ba ur gleietenn ! Ba ur c'hached, ba ur c'hached

Ba… Ya, ur gleietenn, kleietennou

– Ya

C'hoazh, me lakee ma re barzh hanter mis-kenver ba ur gleietenn

Ya

Da voutañ

– Ah ! Ken a-bred-se ?!

Ah ya !

Ya, daon ! Daon ! Med me zo 'hond da gaoud patates deja da zibiñ ! Ba'h ar sèr

Laket…

– Laket ba'r sèr ?

Ya

Ya

– Pugur ni, ni oa 'h o(be)r, just a-walc'h, bout(añ) ar patates, lak anê ba kachedou

Fidendoue !!!

Bremañ c'hoazh ??

Ah ! C'hwi zo kalz re divêt !

Ah c'hwi, c'hwi zo re divêt, ya

– Ah, med…

Oh !!! Me(d) c'hwi, c'hwi rato…

– Laket vé ar patates fin mis-ebrel ba, ba an douar

Eh ! Me, a(-ho)nt hi-(ho)nt oan ba'r jerdrin hi(s-ho)nt, ar patates zo mo(d)-se deja !

– Ah ya ?

Beñ ya ! Ya, me meus laket ma re ahe, ar su'n-all ahe meus laket ma re kwa ! Ba an dou(a)r !

Oan à lared dèi : Ma vijoc'h ket deut e ma sa(ve)t dou(a)r dê deja un tamm

Ar mo(d)-se ma teu rew ha pa vé sa(v)et dou(a)r dê n'a ket rew warne ken vounnus

Hag a oan à choñjal sevel dou(a)r dê ha lakad ur…

Ur bach warne

Ur, un tamm voile warne goude pete-goûd, kar bremañ momp rew c'hoazh hañ !

– Ya, ya, me(d) pet(r)a vé gwraet deus an dra-he just a-walc'h « les saints de glace » ?

Pff ! Daon ! Pet(r)a vé gwraet deuh…

Ar suilh-raden !

Ah !!! Ar suilh-raden ?!

Ar suilh-raden

Memes an dra-he a suilh ar raden ?

Ya, ya

Ah ! D'ar poent-se ?

D'ar poent-se, ya ! Ar suilh-raden vije gwraet deus an dra-he

– Ar suilh-raden

Hag an dra-he zo divêt-tre !

Ha peut keme(d) gwel, ar raden pa vent suilhet, beñ 'h a du toud hag a goueont

– Ya, ya-ya-ya !

Hag ar patates a goue da-heul pa vegn…

Ya

Ya, ya-ya, an dra-he…

Ah ! An dra-he ouïen ket, weles ket ?

Ah weo ! Se zo sur !

– Ha just a-walc'h, blam da se zo ur mar(e) blam da lak ar patates ba an douar kwa !

Ya-ya-ya !

'Tro ar bemzeg deuh ar mis-mañ vije lar(e)t, vije ket ?

Oh ya ! Pa oan 'telc'hen-dou(a)r me lake, me lake ma re 'tre an ugent ha fin ar mis

– Beñ pezh, pezh vo gwraet ganemp just a-walc'h

Ya, me(d) n'o ket…

Da lak anê ba an douar, ya ! Med te ma n'é ket boutet da re !

– Yeo ! Boutet eint

Ah ya

Hañ ! Boutet eint !

Ya-ya

– Ya-ya, boutañ ha tenne(t) oa…

An hi(ni) kozh kwa !

– Ya-ya-ya, pugur oa hadtapet 'è ar patates deus an eil blavezh d'egile

Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ah ! Mad é neuhe !

Ya-ya-ya !

Daon ! N'out ket re divêt ahe, an dud so 'lakad patates bremañ 'e

– Ah nann-nann, me(d) ma mamm a oar, oar ar mod memes-tra !

Ya !

Oh daon ya ! Ya-ya !

– Me(d) just a-walc'h pe-sort mod vije preparet an douar gwech-all ?

Ah daon 'hat ! Trôet a vije ga'r braban gwich-all !

Ya, gwich-all

Ya

– Ya

Ha goude vije grifoniet ha vrèset ha merket neuhe ga ur machin…

Ya

Da verko kwa !

Ya

Ya !

– Ha pemzete raog pe just a-raog ?

Ah nann !

Hañ ! N'é ket ! Dizhtu !

Nann, an de a-raog, an de a-raog ya !

An de war-lerc'h vijent lakeet !

Ya-ya-ya !

– Ha vij(e) ket laket ludu ga'r patates ?

Daon !

Temz ! Temz vije laket

Ya

– Temz ?

Ya

Un tamm temz vije laket, ya

– Med pass ludu ?

'N hi(ni) na ket (a) demz lake ludi ! Gwich-all, houzoh walc'h, tou'n dud na ket aes da gaoud temz

Ya

Beñ nann ! Ha vije laket ludi sur !

– Ga ma mamm-gozh vije laket ludu

Ah ya !

– Ni lak ludu papred

Ya

– Ga'r sailh ha…

Ar ludi zo mad 'vi(d) an traou toud !

'Vid toud é mad ar ludi ! Ya

– Da welc'hañ an dilhad 'è

Ya, ya !

Ah ! 'Vid birviñ an dilhad, ya

É mad 'è ha d'o(be)r kalz a draou !

– Ha memes ar fourchetesou hag ar goutilli ha tou'n traou

Ah ya-ya-ya-ya !

'Vid puriñ an traou toud kwa !

Ya !

Ya

Ha surtoud ar chidourenou ha toud !

Ah ya ! É mad ar ludi, ya

Ya

Ya-ya

– Me ma klêt ur wech ga un' ha' na laret din-me vije gwraet « plass ar ludu », ba serten kêriou vije gwraet « plass ar ludu » deus ar plass, pugur vije gwerzhet ar ludu war ar plass, just a-walc'h

Hañ bon 'ha ! An dra-he meus ket bet kleet !

Nann, meus ket bet kleet, gwich-all…

Kar neuhe oagn powr memes-tra !

Ya, me(d) daon… Ya

Ha 'vel vé lar(e)t : Ar re-he oa powr-du !

Ya, beñ toud an traou oa mad da werzhañ gwich-all heñ !

Memes ar c'haoc'h-yir !

Ya

– Pe kaoc'h-keseg, med kaoc'h-keseg vé gwerzhet papred

Ah ya ! Vé gwerzhet papred

– Ah ya-ya-ya !

Ah ya-ya-ya !

– Hag a vé klask war o gorr(e)


– Sïer kaoc'h-keseg !

Ya-ya-ya !

Ah ya ! Memes ar c'haoc'h-yir, houzoh walc'h

Eh ya, gwich-all ahe vije gwraet komers !

– Ha mod-all 'vid ar patates, just a-walc'h, pe-sort mod vije gwraet 'vid lak ar rengenn war-eñwn ?

Oh ! Beb-sort mod, vijent ket dalc'h-mad 'è

Oh ya ! Vijent… Nann-nann, vijent ket dalc'h-mad war-eñwn

Eh ! Daon 'ha ! Le coup d'œil ! An taol-lagad !

Daon ya ! Pa vije gwraet ga an treñch, beñ vije lak(et) ur lass wichou

– Ya, ur lass, ya

Ah ! Te heus bet gwel(e)t lakad ?

Ah ya

Du-m(añ) vij(e) ket laket lassou

Ah nann, eo ! Du-m(añ) vije gwraet wichou

Se zo kaos, wichou 'è 'h eent un tamm…

– Ah nann

Ya, vije lak(et) ur lass hir hag ur…

Me lak ur lass bremañ, ya !

… Ur, un tamm koat ba peb penn

– Ba peb penn, ah ya

Ya


Ya !

Ha sell vije heuilhet ar lass, sell neuhe vijent war-eñwn, houzoh walc'h

Ya !

Ah ya !

Me, ga an treñch, ra…

Reou vihen

Ya ! Reou vihen !

Ya-ya

– Ha pegen don vije daw kreusañ ?

Oh ! Pass ken don-se, a-peu-prè mo(d)-se, 'vel ar werenn ahe

– 'Vel ar werenn ?

Ya-ya !

Ya, n'é ket gwelloc'h goude vé don !

Nann !

Pudur vé sa(ve)t dou(a)r dê goude, houzoh walc'h

Ya ha pa vent laket re don vent pell 'tond maes an dou(a)r neuhe !

Beñ ya ! Neuhe vent pell 'e

Ya

Ha pudur vé sa(ve)t dou(a)r dê

Ah ya !

Sete a-blassou memes, bremañ a lakeont kemed, a bosont 'nê mo(d)-se hag a lakeont plous warne

– Ah ya, war an douar kwa ! War-horr(e)

War an dou(a)r, war an dou(a)r !

– Ah ya ?

Ya ! Me(d) barzh ti Pascale Fèvre a(ho)nt

Ah daon rent gwrïou mo(d)-se neuhe, war an douar ?

Ya-ya-ya-ya-ya-ya ! Na laket plous gwinizh-tu warne

Ah ya

Gwel a res ?

– Me(d) pe-geid oa etre ar momed pé oa laket ba'n douar hag ar momed vije sa(ve)t an douar dê ?

Oh !

Daon ! An dra-he zepand ! Pudur ba ar patates, houzoh walc'h, so lod hag a zo a-bred

Ya

Ha lod ha' zo divêtoc'h

Ya

Pudur zo beb-sort ! Beañ zo patates abretoc'h an eil 'vid…

Ah ! An eil 'vid egile, ya-ya !

Rummachou…

– Ha soñj peus deus ar rummachou oa ? Patates amañ

Heñ ?

– Ar rummachou oa gwech-all ?

Ah ya-ya ! Daon 'ha ! Digentañ ar re-gentañ oa deut oa ar Bintje kwa !

– Ar Bintje ?

Ya

Bintje, a-raog vije patates ru

Ya

– Ya

Ha neuhe un'… Re, re-wenn, ar re-he oa Abondances vije gwraet deus…

Ya

– Abondances, n'é ket d'ar moc'h vije rôet ?

Ya ! Ya

Ya

Me(d) daon ! Gwich-all ni mamp kemed ar sort-se digentañ, ar Bintje oa ket aneet neuhe kwa !

Brem(añ) zo 'zhpenn hanter-kant !

N'ouzon ket ped, pwah ! Beb-sort, ya

– Me(d) n'eus ket kalz, pugur deus, deus ar pezh so, n'eus ket kalz heñ ! Pugur zo…

Oh eo-eo !

– … Tost pemp mil rummad-patates

Findendoue-doue !

Ohoho !

'Tre toud kwa !

Gwir ?!

– Ya-ya-ya !

Hola !

– Amañ n'eus ket sort e-bed…

Nann-nann-nann !

– Etre toud ar broiou 'è

 

– Nann, me(d) pugur teu, an dra-he teu deus ar broiou, broiou pell

Beñ ya

Ya

– Ha barzh ar broiou-se zo kalz-kalz-kalz patates

Ya, ya, ya, ah ya !

– Ha re-ru ha re-du

Ah ya-ya-ya ! Eh !

– Ha re-hlas…

Ya-ya-ya-ya !

Ha re-hlas ! Me meus re-hlas ahe, pudur ma bet warlene, an dra-he vé gwraet les… Pe-hano é ? D'Artois là

– Ah ya ! Me(d) ni mamp laket 'e, re-hlas

Oh ! N'eint ket mad a'ha !

Re-hlas, ya

– Ya ha re…

N'eint ket gwal vat !

Nann

Sell !

– Ah yeo ! Mad a oagn !

Ya ? Ah, me ga(v)on ket mad, nann

Oh nann, me rañw ket 'è…

– Me(d) me ra an dra-he disec'het !

Hañ !

– 'Vel vije gwraet gwech-all

Ya-ya-ya-ya !

– Ga ur werennad-dour

Ya

– Ya, me(d) na, na lakon ket ar patates ba'n dour

Oh nann-nann !

Ah !

– 'Vel vije gwraet gwech-all

Hañ ya…

Ah ya ?

– Ha pa n'eus ket dour (e-)bed kin : Mad é ! Kreiennet ha-toud !

Hañ bon !

– Hag ar mo(d)-se eint mad

Ah ya-ya-ya !

Daon ya !

– Beñ toud ar patates so mad mo(d)-se !

Ya-ya-ya ! Daon ! N'é ket red beañ spessial, 'vel vé laret

Ale ! Hemañ zo, zo mad ! Ya, ma vé rôet deusountoñ !

Ah ya !

– Da dañva

Da dañva, ya

Ya, da dañva, ya… Mad é Élise petram vein mew damaig

Oh ! Pass ga hemañ

– Pass ga jistr

Nann, gav ket din… 'Benn-neuhe (v)o red demp…

… Evañ kalz

– Neuhe ma 'h omp mew gan hezh, n'é ket chistr 'o bet laket barzh

Ah nann ! Nann-nann !


Nann, neuhe é un dra mennañket-all !

Ah ya !

– Me(d) 'vid echüiñ ga'r patates, pet(r)a vé gwraet pa vé tennet an deliou deus ar blantenn ?

Ah ! Amañ vé ket tenn(et) an deliou…

– Beñ yeo… Ba'r fin

Ah ! Deuh ar c'horz

– Deuh ar c'horz

Ah daon ! Laket vegn ba'n teil kwa !

– Ya, me(d) pet(r)a vé gwraet deus an deliou just a-walc'h ?

Korz-patates

– Korz é an deliou ?

Ya

Ya

– Pugur me ma klêt « korz » 'vid an « tige » ha…

'Vid pet(r)a ?

– 'Vid an « tige »

'Vid la tige !

– Ya


Daon !

– Ha mod-all vije lar(e)t « kaol », kaol-patates

Oh ! An dra-he meus ket bet kleet !

Ah nann-nann, me meus bet klêt o(be)r…

… Ar c'horz

… O(be)r korz-patates dalc'h-mad !

– Ha « digorzañ » vé lar(e)t ? Tenn ar c'horz

« Trec'hiñ ar c'horz » vé lar(e)t amañ

– Trec'hiñ ar c'horz ?

Ya, ya-ya ! Me(d) an dra-he oa…

… Digorzenniñ ar patates !

Ya

– Ah ! Digorzenniñ

Ya-ya-ya-ya…

Digorzenniñ

– Amañ, amañ é korz 'vid toud an traou kwa ?

Ya !

Ya !

Ya !

Ya-ya

– An « tige » hag an deliou

Ya

Ya ! Koste Leon ahe gis-se 'h ee ar re-yowank gwich-all da…

… Zespun dorifored ?

Nann ! Da, da zi… Da denn ar c'haol diwar an articho !

– Ya

Ya

Ah ! Ah boñ ?!

Ya, ya-ya !

Aha !

Me(d) dre-amañ vich(e) ket laket articho neuhe kwa !

Nann

Bremañ lod lak 'è, me(d) vent ket mad 'tond ahe…

Oh nann !

Nann

Meump ket dou(a)r 'vid an dra-he

Nann ! Nann, nann-nann

Nann

– Me(d) mod-all ahe oamp 'kaojeal dac'h ar patates. Me ahe oa kleet ga ma mamm-gozh toud, pezh a jome war-lerc'h pa vije despunet ar patates, beñ ar re-he oa sklossou, sklossou an dra-he vé laret mem-mod 'e amañ ? Sklossou…

Ah ya ! Pezh a vije troc'het, tennet ?

– Ya

Ya ! Ar re-he vije destumet toud da boahad d'ar moc'h !


Ya !

– Ya, me(d) toud dijent disec'het toud hag e vije despunet i(v)e ?

Ah ya-ya-ya-ya !

– Vich(e) ket kollet sort e-bed

Ah nann-nann !


Oh ! Vijent ket lesket, kar ar re-he, ar re-he goud(e) a hadvoutou !

Ba'n dou(a)r !

– Ya-ya-ya !

Ba an dou(a)r ha n'é ket mad !

Nann-nann !

Memes n'é ket mad lakad 'nê ba'h ar berniou-teil !

Nann ! Pugur voutint ba an teil !

Ha memes ar re-vihen bihen-bihen

Ya

– Ah beñ 'vel ba « le composte »

Ah nann, n'é ket…

Nann, me(d) ar re-he

N'é ket re vad, vent ket laket…

Ar re-he voutou dizhtu !

Me chet, me chet ma re ba'h ar broust ahe his-se ha…

Ya-ya-ya-ya

… Lakeon ket 'nê ba ma c'hompost, pudur ar re-he goude, ma 'h ent war an dou(a)r…

– Med n'é ket d'ar saout a vije rôet ?

Ah ! D'ar saout vije rôet patates ha' vije dreilhet dê gwich-all, me(d)…

– Ah ! Ga'r patates, ya

Dreilhet bihen d'ablam pass dê sac'hañ ba o goûg kwa !

Ya

– Nann-nann

Ah nann


– Ma klêt just a-walc'h vije ket gwraet d'ar cheseg, pugur ar re-he na dent a-walc'h hag vije ket troc'het d'ar c'heseg

Oh ! Ar c'heseg a zebent ket patates, eo ?

Ah eo ! Ah eo ! Eo-eo !

Eo ?

Ya-ya, me(d)… Ha vijent ket troc'het

– Ha pitrabes 'e

Betrabes, ya ha patates

Betrabes, ya

Me(d) vijent ket troc'het d'ar c'heseg, pugur ar c'heseg a zreilhe 'nê toud o-hun

– Ya

Ah !

Lec'h ar saout a lonke 'nê, ya, an dra-he oa ket meh-mod

Ar c'heseg 'è vije, a zebe patates 'è ?!

Hañ ya ! Ha sod ga'r patates ! Ya

Ah ya ?

Ha oa ket mad reiñ re dê, petramant a 'n-om ga(v)ent re inervet ga'r patates !

Hañ bon ?!

Oh ya ! Oh ya-ya !

– Un drogach oa dê kwa

Une drogue oa dê, ya

Weles ket 'ta ?!

10/04/2017

N'houllent ket gwel 'ha'on mond ga o mab

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Tanguy Solliec ba ti-M-Th. barzh Skrigneg, oan ket bet pé ma ankoueet pe-sort devezh oa... Be oa un neubeud tud deus taol : É., J. & M-Th. deus Skrigneg, Y. deus Pluskelleg, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe ha Tanguy. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Tanguy
- A.
+ Ma mamm
* Y.
J.
M-Th.
É. 




Élise na ka(v)et François 'hond war i dreig 'è ha na despunet 'naoñ…

Ah ! Ga ma oto !

Ah ya

Ya !

Ga hi oto !

Oh ! Ah, med…

Ha ha permi e-bed d'ar poent-s(e), Élise, na sort e-bed !

Nann 'ha !

Nann na ket emm, oa ket kaos permi (e-)bed

Nann-nann, Élise 'h ee ga'n oto heb permi !


Nann, an dra-he vich(e) ket goullet !

Nann !

Me, me gondüe an oto da bemzeg la !

Ya

Ha heb permi e-bed na mann e-bed

Heb permi (e-)bed, ya… Ya ha gad, gad hi gwas…

Hag ma gwas, houzoh walc'h ha toud ar re dre-amañ a'h ee d'ar ba(l)iou in bissiklèt !

War o zreig !

Pe war o zreig


Sete me ma destumet hemañ ba ma oto !

* Ah ga(st) !

Me lar dit

– Ar mo(d)-se oa sur e viche chomet

Me lar dit ar re-all, heñ oa ket 'hond da dap i vissiklèt goude !

Nann !

Hag ar pezh a ma gwraet é lak anaoñ da gondüiñ !

Ah ya !

Ah ! Izhpenn ?!


Ya ! Ha lak anaoñ da gondüiñ, me lar daoñ… Choñj meus oamp bet ba'h ar bal barzh Plouinio !

Hopala !

Oh !


An de-se oa morenn 'è…

Ah !

* Oh gast !


Ha me lar daoñ :

« An dra-he so dañjur(u)s ! Ma ! » Laron daoñ, « n'on ket sur da, n'on ket re sur da… »

Da gondüiñ

« Heus ket c'hoant ? » Laron daoñ

Hete hañw na tapet…

An oto

Med goude oa ket, oa ket voien da…

Nann

Ha da Wern ar Garon


Kàer na i vamm mond da Santes-Anna da…

Ya, d'ampech anaoñ d'ond ga Élise !

Pugur hou[zh], i vamm, i dud a houllent ket teuche ganen-me ! Pudur hañw oa ur pennher ! Hag a na un neubeud parkeier ! Ha me ma mann e-bed ! Ahaha ! Eh ! Ha hañw oa gwraet ur listenn daoñ

Holala

Ur listenn

Ga piw mond !

Ya


Ah, med re-wir é hañ !

Ha gwir ! Me(d) ya-ya-ya !

Gwraet ur listenn daoñ ga pe-sort merc'hed dañsal !

Ya

Ar merc'hed oa toud pennherésed ha met(r)amant na pe-a-dra pe un dra mennañket ar mo(d)-se, kompren a res ?

Ya

+ Suzanne oa war ar listenn heñ ?


Ya, Suzanne oa war ar listenn

Suzanne oa…

Hag a deus, deuh ar re-he na selle deus hi(ni) (e-)be(d) !

Nann

– Ahaha !

* Oyow !


Oh ! Med re…

Piw é ar re oa war ar listenn neuhe Élise ?

+ Suzanne


Daon !

Ar re-benvi'g !

Eh ! Ha hañw na lar(e)t diñ, me(d) memes i-hun

Ya

« Ah ! » Na lar(e)t dê, « da beked am(añ) meus bet jilowet ahan(o)h, me(d) ahe bremañ : Me ray ma choaj ! » Na lar(e)t dê hag a vije…

'Hond da lar(e)d dit, oh ! Lar(e)t meus bet se dec'h, me(d) me gav re fentus an dra-he

Hag a neuhe ! Petra oan 'hond da lar(e)d deja ?

Vije küet i zilhad daoñ

Kü(e)t i zilhad daoñ


Ah ya ! Küet i zilhad daoñ blam(e)d daoñ pass dond d'ar bal, pa ouïe lar teue ganen-me… Me(d) ar gwellañ toud ! Pudur neuhe teue, pudur oa chom, oh pass pell !

Nann ! Pass pell ahann : C'hwec'h kilometr a-peu-prè

C'hwec'h kilometr hag a-dreus dre di-Jeanine amañ hi-mañ

Ya

Ha 'n-om ga(v)e du-m(añ) in bissiklèt, mod a vije vije ! Ha du-mañ, houzoh walc'h, me ma un tad, houzoh walc'h hag a oa seder hag… Heñ ? Tal-kichenn i dud daoñ… Ha pa teue vije in imor vad, houzoh walc'h

Holala !

Hag a blije daoñ dond ! Sete a teue war i dreig, oa ket red demp mond d'ar bal !

Nann

Daon ! Neuhe, houzoh walc'h, ma ket emm da gaoud owen la'h eche ga'r re-all !

Nann-nann-nann !

Sete ! Un devezh ma lar(e)t d'i dad, oan fachet deuh i dad, oa ganiñ ba'h ar bourk ahe

Ah ya ! Divêtoc'h neuhe kwa !

Divêtoc'h !

Ya

An dra-he oa…

'Benn-neuhe oa…

… Kalz divêtoc'h ! Pudur…

Ya, ya

Sete oamp ba'h ar gujun ; Jean Lallour zo ahe papred test !

Ya

Hag a oa 'chilou (a)ha(no)mp ! Sete me lare da Jean :

« Hemañ gav daoñ » laron daoñ, « é gwelloc'h (e)vi(d) ar re-all toud ! » Laron daoñ mo(d)-se. « É digourdïoc'h (e)vi(d) ar re-all ha gwelloc'h ! »

« Bremañ 'h an da lar un dra dec'h ! » A laron daoñ. « Pet(r)a so kaos a güoc'h an alc'ho deuh ho mab ? » A laron daoñ, « pa ouïoc'h lar teue ganen-me ! A gav dec'h oc'h gwelloc'h (e)vi(d) ar re-all ?! Me(d) ahe pa gwraet an hi(ni) vad ! Kar me » laron daoñ, « vije stad en ennon pé vije küet an alc'ho, pudur teue da ma c'haoud d'ar yêr ha ni bassee an noñs ba'h ar bern-foenn ! »

* Oh ga(st) ! Oh gast ! Ma !

« Beañ sur ! Me 'ha » laron daoñ, « ni vije braw ene » laron daoñ, « ba'r bern-voenn, tomm demp ! »

Oa ket emm da…

Me(d) re… Goull diga Jean !

Ya

Demandez-lui si vous voulez…

Gleet oa bet lar(e)d da Jean dond


Ha neuhe me, Jean…

Oa ket emm da cheñch an dilhad (e)vid mond !

Nann ! Hag a Jean lar diñ :

« Mais tu l'agresses ! »

« Mais, Jean ! Je l'agresse pas » j'lui dit, « eh pudur a laron ar wirione daoñ ! »

Nann-nann, ma ket bet klêt gwich e-bed c'hoazh, nann

Ah nann 'ha ! Me lar dit oa ene… Ah ! Me lar dit ree ur penn, me lar dit ! Oh ! Meus ket bet ankoueet an dra-he, biskoazh kemend-all ! Kara, Jeanine ?

Me(d) an dra-he zo gwir 'ha !

Ah an dra-he zo gwir 'ha !

Küet a vije an alc'ho zo blam daoñ pass tap i zilhad kwa !

Ya-ya-ya !

Pass tap i zilhad gantoñ

Beñ ya !

Holalala…


Fentus é memes-tra, kara ?

Ah ya ! Gwel an traou, ya

Eh ! Me(d) memes ga ma mab oa meh-mod 'è : Ma mamm-gàer ha ma zad-kàer, pa na gouïet la'h ee ma mab gad an hi(ni) oa deut gwreg daoñ goude

Ya-ya-ya !

Blame na dow, dow vugel

Dow vugel

Ah !

Ha oa ket mad 'è, houzoh walc'h


Eh ! Oa ket mad 'è, houzoh walc'h

Ah ya

Ha neus deja dow vugel ha (e)ma 'hond ga hoñzh hag a neus ur choaj ar mod-all ! Me(d) an dud a'h a ga'r re blij dê !!!

* Ya

Ah daon ya !

Ya

Ha neuhe matresse hezh, Élise, me lar an dra-he bremañ, pugur bremañ, houzoh walc'h, a-wichou vegn bet ur c'hrogad gad un' hag a cheñchont


Ya !

Me oa ur mab-bihen na lar(e)t din un devezh, me lar daoñ « mais tu vas pas rester comme ça ! » Ma lar(e)t daoñ oa daw daoñ sortïal kwa ! Pugur oa bet sa(ve)t ar jeu etresse !

Ya !

Boñ oa bugel (e-)be(d), oa ket sañsubl !

Me(d) goude vé, goude vé…

Me lare daoñ oa daw daoñ mond da (???), na lar(e)t din : « Ya, me(d) te ouïes ket petra vé ka(v)et bremañ » lar din, « ma ga(v)es un', matrehe (v)o tri-pe(va)r bugel ! »

Ya !

Med, a oad vé ket gouïet na sort e-bed

Nann-nann

Nann-nann-nann-nann-nann !

Nann-nann, me(d) daon ! 'Ma 'n-om…

Me(d) houmañ oa ur plac'h, i wreg, Jea[nine] ?

Ah ya ! Ur plac'h 'vel zo gleet, ya !

Ah ya ?

Oh ! Oa ket voien daoñ da veañ koueet gwelloc'h !

Koueet gwelloc'h hag ur plac'h chentil ha-toud kwa !

Hag ur plac'h chentil

Ah ya !

Hag ur plac'h kapobl ! Hag a gement mod oa toud !

Ah ya ? Beñ ya, ya-ya

Me(d) 'n-om ga(v)et ar c'hleñved warne 'è, houzoh walc'h

Daon ya ma d'o(be)r !

Ya-ya ! An dra-he zo sur !


'Vel a zigoue kalz a blassou

Daon ya !

Eh ya ! Sur 'ha !

Ya, ya


Na ket bet chañs…

Nann-nann

Me(d) añfin ! 'Vi(d) lar(e)d dec'h 'vid mamm-gàer ahe : Mond a ree da Santes-Anna, da bidiñ Santes-Anna, mond a ree war hi zow[lin], war i [venn-dowlin]

Boujïennou vije lakeet ha beb-sort…

Eh ! Me meus choñj ur blavezh, amañ hi-mañ ba'h an ilis oa ar mod neuhe, vije kest an neud !

Ah ya !

Ah ya ! Me zo bet 'h o(be)r ! Me zo bet 'h o(be)r !

Te n'out ket bet, Élise ? Kestal…


Daon eo ! Ha oan laket ha oan aet !

Me zo bet 'è

Da gestal 'n neud ! Ha mamm-gàer, memes, na trôet hi fenn 'n tu-all p(a) oan 'passeal, fi ! Oa ket derbet dèi…

Ah ! Ha oa ket bet 'kerc'hed ?!

Oa ket bet 'preniñ 'n neud diganes


Oh fi nann ! Na laket gwenneg e-bed ba'h ar plad !

Hopala !

* Hañ ga(st) !


Me ma c'hoarzhet ! Daon ! Me ma joñj(e)t « ur plac'h hag a zo 'hond d'an ilis ha (e)ma, ha (e)ma war benn hi dowlin pa'n de !? »

Ken pinvi'g…

Hag a dreus…

Oh ! 

– N'out ket bet 'chouchañ dreñw ar santes-koat ?

Nann

– Laket ur grampouênn ba da hinou ?

Nann

– Ha da respont dèi ?

Ya !

– 'Vel é barzh ar rimodell Yann ar C'hoat-Bras ?

Aha ya ! Gwir ! Ah ya ! Gleet oa din beañ gwraet, ya ! Oh biskoazh kemend-all !

Ah ya…

Na biskoazh 'è…

Ya-ya

+ Ha deut, Élise, deut oa d'ar friko ?


Oh ya ! Me(d) deut oa d'ar friko, me(d) me lar dit oa ket 'n imor vad hañ !

Ah nann 'vat ! Nann

Hag a oa ket bet 'kass hi mab d'an ilis !

Nann

Ah ! Oa ket bet 'kass…


Nann ! Ha na, Marie Jouannet i vàerones, na kasset anaoñ

Ah ! Oa bet

Ya

Hag a…

Eh ! Hag a nagn… Me lar dit oa ur penn warne ha ni c'hoarzhe, ma haotr-kaezh, hom-dow ! Eh, me(d) fentus é, kara ? Oh me(d) eh…

Ya

Ha deus taol, pa mamp gwel(e)t, 'benn oamp aet deus taol, pudur ahe oa ar frikou, houzoh walc'h

Barzh ti Mari Gwegen oa

Ya


Barzh ti Mari Gwegen, ah beñ a mamp lar(e)t, François ha me :

« Toud ar re-gozh a'h ey d'en un tu, hi(ni) (e-)bed deuh an daol ganemp ! »

Ha laket toud ar re-yowank a oa

Ah ya-ya !

Beañ oa Françoise Henaff oa, ma oa ma…

Ya, ya

… Ma vlac'h-enor

Yowank

Ma vlac'h yowank

Ya

Thérèse Pirou, Hélène Co… Toud ar re-he ! Pudur ar re-he oa kamaradésed din, deuh an daol ganem-ni

Ah ya ! Hag ar mod-all

Hag ar re-all oa laket 'n tu-all oa…

* Gast ! Ma'hat oa stal ennoñ…

Oh ! Me lar dit oa, oa… Ma oa ur penn-du warne raog neuhe ha touchet dê !

* Ah ya ! Ah ya !

Ha pa oa kost an ilis, da dad oa badiner, houzoh walc'h

Ya

Hag a na 'h esseet taped-krog ba bréc'h da vamm-gàer, paotr-powr ! Diharpet na 'naoñ !

* Ya, diherpet


Eh ! Ha, ha na 'h esseet 'è, houzoh walc'h, bon !

Ar mod oa d'ond, houzoh walc'h, ga'r, ga'r vamm-gàer 'è, houzoh walc'h

* Pet(r)a-pet(r)a ?! Oyow !

Ha…


Me(d) daon ! Daon ! Ar re-he, koulz ha me, na oagn mann e-bed 'è !

Daon nann-nann !

Ha Yves, pugur, kement da vadinañ, na tap(et) hi bréc'h : « Ale ! Damp 'ta Mari ! » Lar dèi, paotr-powr !!! Hi sa(v)et war…


Oh ! Set' amañ un dirantes 'ha ! Ah ! Set' amañ un dirantes !!!

Ah ya, ya-ya

* Ya


Oh ! Pa'h añw da joñjal ba'h an dra-he, kara ? N'é ket, fentus é

Holalala ! Beb-sort… Ya, me(d) daon ! N'é ket te é müoc'h 'vi(d) ar re-all, Élise ! Gwich-all, houzoh walc'h, vije mo(d)-se

Gwich-all oa ar mo(d)-se !

– Mo(d)-se oa !


Ah ya-ya-ya-ya !

Memes-tra ! Ha ma lar(e)t daoñ, d'an hi(ni)-kozh !

Ah ya

« Ma ! Mond a rañw da lar un dra dec'h ! » A laron daoñ

Di-raog, di-raog Jean, an de a oan, oan à kontañ gantoñ

Ah ya ! Ya

« Remersïañ rañw 'han(o)h ! »

* Ah ya

« Ah ! »

Laron daoñ : « Remersïañ rañw 'han(o)h ! Remersïañ mad ! Kar » Laron daoñ « da veañ gwraet ur mab mod a heus gwraet ! »

* Oh gast !

« Hañ ya ! »

« Kar » laron daoñ « ma n'añw ket mad, re vad ganec'h : Ga ho mad 'h añw, me 'h a mad ! » Laron daoñ

Ah ya !

* Ga(st) ! Gast, ma'hat neuhe, c'hweet é ar ble(w) war'naoñ !

Ah ya ! Ma'hat a ree, ya !

Holalala !


Biskoazh kemend-all !

Hañ ya ! Biskoazh !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog