20/03/2017

Taperien-lapoussed, tennerien-dent ha deberien-o-zraou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oamp ga É. deus Skrigneg 'e ha ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É. 
J.



– Med lod, lod a lar…

Goûd a houz(e)s pet(r)a, pet(r)a é ur jiloued ?

– Ya, pa laret ar wech divé

Ahahaha !

– Med petra é dit-te, just a-walc'h, ur jiloued ? Da vad

Ah… Ur jiloued c'est an hi(ni) vé, vé chilou

Vé chilou, just a-walc'h…

Petra lar ar re-all, houzoh walc'h

… Ar re-all, ur jiloued vé gwraet deus an dra-he, ya

Vé gwraet deuh an dra-he

Lod a vé barzh toull-an-nor pa vé tud 'kontañ ba'h an ti ha henn(ezh) é ar jiloued

Ya

– Med n'é ket, n'é ket memes-mod 'vel un taper-lapoussed ?

Nann

– Barzh Skrigneg meus klêt heñ !

Pet(r)a ? Pe-naos a lar neuhe ?

– Un taper-lapoussed é an heñi, an heñi a teu da jilou ba toull-ar-prenestr, just a-walc'h

Ya, ya-ya-ya !

– Blam da hoûd pet(r)a zigouev pe…

Ah… Nann

– Un taper-lapoussed

Ma ket bet klêt…

Ah eo ! Ar machin vije gwraet 'n taper-lapoussed deusountoñ

Ah ya ?! Piw ?

Tad ar Bian ahe, pe tad… Oh ! N'é ket tad ar Bian é

Nann

Hin(i) Kergaradec ahe, pe-hano ? Euh…  Ah ! Bremañ larin ket i hano

N'é ket saos oa 'e ?

Nann ! Nann-nann ! An hi(ni) é feurm Kergaradec daoñ !

Ah ya !!! Gwel a rañw pet(r)a heus c'hoant da lared ahe

Ar c'hont kozh

Ya

Vije gwraet an taper-lapoussed deusountoñ

– Ah beñ matresse oa…

Ma'hat heñ vije 'chilou ma'hat, ya !

Ya-ya ! Beañ zo lod neuhe ur sistem ar mo(d)-se

Ya, just a-walc'h, ya !

Ha pé gleont 'n tud o kontañ chom barzh toull-an-noñr da wel…

Da jilou !

Da jilou

Ya-ya… Hag an hi(ni) a vé 'chilou, heñ a gompren vall alïes

Ya

Hag…

Ha goude…

Vé ket gwir pezh a lar !

Nann ! Beñ nann !

– Ha neuhe pegur e-neus drougintantet

Just !

Ya, drougintentet !

Drougintentet neus, ya

– Drougintentet

Ya

Drougintentet, ya !

Ya, voilà ! Ya-ya

– Ha vé ket laret « drougrepetet » war-lerc'h pe… ?

Nann

Ah nann-nann ! An dra-he vé ket lar(e)t, nann

Me(d) 'vel a lare un' barzh Skrigneg :

« An di-all » a lar « oan à kontañ… »

Ha hezh oa Roger

« … Oan à kontañ da un' ar pezh a ma klêet ha oa deja à kontañ pezh a ma ket klêet ! »

Na ket echu da gontañ dèi !

Nann-nann

Ar pezh a na klêet

Nann

Houm(añ) oa deja…

Deja à kontañ…

À kontañ ar pezh a na ket klêet !

Ah ya ! Gwel a res ? Ah ya, sell na eñvantet neuhe, houzoh walc'h

– Me(d) ar mo(d)-se vije gwraet ar c'hontadennou

Ya-ya-ya-ya !

Mo(d)-se, 'vel vé lar(e)t, vé delc'h(et) ar gaos 'n hi saw !

– Ya

Just a-walc'h ya ! Ya-ya

– Ar mod… Matresse é ar mo(d)-se 'n-heñi oa gouest da dad-kozh da gontañ Kontadenn Yann ar C'hoat-Bras pad un eur-hanter

Daon ya !

Ya !

Oh ma zad-kozh…

Hezh a ouïe kalz !

Fidendoue !!! Heñ oa

Oh !

Heñ oa tano i vri heñ !

Ya-ya ! Ha heñ a ouïe

Heñ ?!

Goûd a ouïe kontañ 'nê !

Goûd a ouïe kontañ 'nê, kara ?

Oh ! Ya ! Ah ya !

Dond a ree tud deuh a bartoud da jilou 'naoñ !

Daon ! Da jilou 'naoñ, ya

Ah, med re-wir é !!

Ya-ya-ya !

Ya ha gowiad oa 'velt un tenner-dent !

Ah ya !

Pudur tenner-dent a oa

Tenner-dent a oa, ya ! Sell mo(d)-se

Ah ya !

Hag hezh a gonte geier d'an hi(ni) a 'h ee da denniñ-dent gantoñ

Ma Doue-Doue !

Ah ya !

– Ha ga pet(r)a denne dent ?

Ga un deurkes vihen

Daon !

Ya

Hezh na bet ostilhou, un tou[llad]… Oa rôet un toullad-ostilhou daoñ

– Pe-sort oustilhou just a-walc'h ?

Eh beñ, just a-walc'h, peñsou !

– Ya

Hum ! Peñsou oagn, ya

Pudur oa, pa oa aet d'o(be)r i goñje, oa laket da denniñ-dent

– Ya

Heñ ? Oa kemed… Med oh ! Domaj é meus ket delc'het 'nê heñ !

Ah ya ! Ha teurkesou vihen a oa kwa !

Teurkejou

Des petites pinces, si tu veux quoi !

Ouais, des tenailles

Ouais-ouais

– « Un deurkes » c'est une tenaille ?


Un deurk… Ouais, un deurkes

Ya

Diw deurkes a na : Un' finnoc'h un tamm

Ya-ya

Hag un' kalz grossoc'h

Ah ya

Hag pa 'n-om ga(v)e hemañ ga, da zusken i zant daoñ, neuhe lare daoñ hag a harpe 'naoñ deuh ar harzh ! Pudur vije alïes ba'r park

Ya ! Daon ! Ba'r park, daon ya 'ha !

Bah ! Ha ahe vije ket gwelc'het doworn na sort e-bed !

Nann-nann-nann-nann !

Ha den e-bed vije klañw !

Den e-bed, nann

A harpe 'naoñ hag a lare daoñ :

« Duskun din 'ta paotr pe-lec'h heus… »

Poan

« … Poan ha 'h añw, ha 'h añw d'o(be)r un tamm hiskougnañ daoñ ! »

Hiskougnañ

Da wel hag-eñw oa solud kwa !

Goûd a houz(e)s pet(r)a é « hiskougnet » ?

– Nann

Ah ! Me(d)… Lar daoñ 'ta Jeanine !

– Rañw ket

Hiskougnet : Bouj, le bouger !

Le remuer
, hiskougnañ un tamm

Pour voir, ouais

– Ah ya ? Hiskougnañ ?


Ya

Ya ! Me 'h a d'hiskougnañ i zant daoñ, da zant dit da wel(e)d

– Ya-ya-ya

Remuer, tu sais…

Hag ar c'heid-se ma vije touchet nij(e) tennet 'naoñ !

Ya !

« Dusken 'ta ! 'H añw da wel pe-naos, damaig, a gallin posissioniñ 'naoñ ! »

Me ouïe pe-naos a ree

Ya

Hag a lake 'naoñ, med me lar dit pa nije gallet kaoud krog…

Ba an dant

… Ga'n deurkes ba'h an dant, kàer nije hemañ lar :

« Ay-ay-ay ! »

« Oh ay-ay pezh-a-gari ! »

Deut é !

« Alesse teuy » 'n-hin(i) a lare, « 'benn (v)o diskroget ma deurkes… »

Ahahah ! Ya

Eh ! Hag entra vij(e) ket klañw, pudur an dra-h(e) a wade kalz !

– Ya

Hete 'h ee toud ar loustoni a-goste

Kuit kwa !

Kompren a res ?

Ya

Ha pudur vije ket gwraet na pikurenn na…

Ah nann ! Sort e-bed, sort e-bed !

Na sort e-bed

– Vij(e) ket evet sort e-bed ?

Ah nann-nann-nann ! Mann e-bed

Ah nann-nann ! Eh ! Ur bann'h-lambig !

– Ya, memestra

Ya-ya, vije rôet war-lerc'h !

Lar a rañw dit ! Lod a'h ee da… Ahaha ! Vransou-Mari Venamant, en oad…

Ah ya ! A'h ee !

Me(d) re-wir é, kara Jeanine ?!

Hag an dra-he zo gwir ! Ah ya-ya-ya !

A teue da denniñ…

« Eh ! Ah Sell Gab » a lare, pudur Gab vije gwraet deusoutoñ

Ya

« Sell ! Amañ meus un tamm morboan »

Ur morboan

Ya, « 'h añw da zuskeus 'naoñ dit » vije 'lared

Goûd a houz(e)s pet(r)a é kaoud morboan ?

– Gwel a rañw, med n'oun ket sur

Eh beñ lar 'ta neuhe !

– Pass re a boan kwa !

Ya, voilà !

Ya, just a-walc'h

Douillet un peu quoi hein !

– Ya-ya-ya !


Pé vije touchet d'an dant hag :

« Ah ! Ma, ma hije tennet-hezh din-me » 'n-hin(i) a lar, « vije bet aeseteet din »

Ya

« Ah bon 'ha ! Ah beñ é red din klask ma boutailhad-lambig »

Hemañ ouïe

Gast a'ha ! Goûd a ouïe sur ! Eh ya !

Pitoiabl é memestra, kara ?!

Ah ya…

N'é ket gwir ? An dra-he zo… Med an dra-he

Ar re-he…

Ar re-he é red dê kaoud

Red a vé dê kaoud, ar re-he ree tro ar c'hêriou dre-amañ d'ablam da gaoud o bann'h kwa !

Ar re blij o bannac'hou dê mo(d)-se é red dê kaoud !

Beñ ya-ya !

Kar me meus choñj

– Ikoned

Heñ ?

– Ikoned, nann n'é ket : Lankoned !

Lankoned, ya

Hañ ya ! Ha n'é ket c'hoazh an dra-he, an dra-he zo vraiment drog, droget kwa heñ !?

Droget, ya ! Ya ha emm dije d'o(be)r un dro, houzoh walc'h

Beñ ya !

Daon ! Vrañsou-Mari, ahe wichou, vije pad un eizhte 'h o(be)r tro ar c'hêriou

Oh ! Trist é !

Teue ket d'ar yêr hag e-se ! Ah nann !

Oh ! 'H ee, 'h ee deuh un eil ti d'egile mo(d)-se

Beñ ya

« E(rr)i é Vrañsou-Mari ! E(rr)i é Vrañsou-Mari ! »

Ya

– Med lod vije mil aneet hañ ! Ga'n dra-he

Ah daon 'ha !

– Hag a'h ee deus un eil kêr d'egile, pe d'heben, ar mo(d)-se da…

Ya

Hag a goulskoude hezh oa un dèn pinvig !

Daon ! Pinvig oa sur 'ha ! Med daon ! Kollet oa ar mo(d)-se, houzoh walc'h

Bet kollet ar mo(d)-se

Ah ya

Ha debet toud i draou

Toud-toud ! Ah ya

Ha vije gwraet deberien-o-zraou deusoute

Ya

18/03/2017

Ar c'hirri vise gwraet ga delc'h-derw

Trañskripsïon bet disvanket d'ar 26 deus mis-kerzu 2017
Transcription corrigée le 26 décembre 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Koat-delc'h, ma peus c'hoant, é kar'n ar wênn, surtoud ba'r wênn-derw kwa heñ ! Ha ga hezh vé gwraet meurb. Me(d) izhpenn 'vi(d) meurb vé gwraet, kaosêt meus doc'h doc'h ar maout-pressouer

– Ya

Ha toud an dra-se, wechou 'n dorn-pressouer, c'hwi oar walc'h, ba-lec'h vis(e) rekeuilhet ar jistr, ba-lec'h goulè ar jistr. Toud an dra-s(e) vis(e) gwraet ga koat-delc'h, ga koat-derw ha delc'h ! Heñ oa sañset dé vi mad. Seto ga… Vis(e), vis(e) ket bet deuet dé joñj da, dé deñn (e-)bed d'ar, d'ur peisant d'ond d'o(be)r un dra menneket ar mo(d)-s(e) ga koat-gwenn deus ur wênn-derw. Hezh vis(e) troc'het, laron doc'h oa deuet ar meunuser d(é) Gergo pé vis(e) gwraet kirri ga rojou-kaoutchou ba'r…

– Ya ?

Ba'n, ar blavejou, oh ! N'ounn ket 'hat ! 55 matre'n, 'zh[penn], ya… Un dra menneg ar mo(d)-s(e). Hag e oa, oa troc'het, mé dad na, na pil(et) diw wênn, meus joñj, derw ! Ha oa troc'het-hè, ya, ba'r siri ha gwraet platojou gat(e) ha oa deuet Jañ-Maï Lamour vis(e) gwraet deuhoutoñ, Jean-Marie Lamour

– Ya

Oa deuet ga i benvijou, ale hop ! Eñstal(et) ar bank-artisan ba'r grañj, ale ! Ha toud ga'n heskenn, de l'huile de bras ha traou dèi, tan dèi ! Med toud, vis(e) ket, n'utilisè ket-heñw (ne)me(d) an delc'h-derw heñ ! Tamm koat gwenn (e-)bed 'h ee ba'r, d'o(be)r ar vrec'h-karr ha toud ar, ar machinou dé zerc'hen ar c'hoat, toud ga koat mad ! Seto pé vise troc'het ar, ar c'hoat gwenn toud deus ar plato, eh beñ jomè keme(d) un tamm ba'r c'hreis, an dra-s(e) zepand pe-sort mod oa ar wênn, me(d) boñ ma oa-i ur wênn vat pa, pa koat-labour barzh memes-tra prop kwa heñ ! Voilà !

– Hag an dra-s(e) vis(e) an delc'h

Ha ga hezh vis(e) gwraet ar, ar c'hirri ! Memes raog vis(e) gwraet 'è, ar c'hirri ga rojou-hou(a)rn gwech-ell, vis(e) gwraet ga, ga delc'h-derw heñ ! Ar rojou-hou(a)rn ga koat ah(e) gis-s(e) ! Eh beñ toud an dra-s(e) vis(e) gwraet ga delc'h-derw heñ ! Vis(e) ket lak(et) koat fall d'o(be)r an dra-s(e) heñ !

– Ah ya ha toud

Ah ya !

– 'Vid ar mikanikou kwa !

Ha heñ vreinè ket (a)naoñ heñ ! Yeo ! Kant la war-lerc'h matre'n kwa… Ah(e) (e)ma 'n istoar deus an delc'h-derw ! Ahaha ! D'o(be)r ur c'harr ar mo(d)-s(e) lakè a-peu-prè teir su'n kwa !

– Ah ya, an dra-s(e)…

Oh ya ! A-peu-prè, an dra-s(e) oa daw, wechou tàe ket heñw, an dra-s(e) zepand… Med a-peu-prè teir su'n 'barzh vis(e) lak(et) ar marc'h ba ar limon, deus ar c'harr ne(ve), a-peu-prè heñ ! An dra-s(e) oa an tarif a-peu-prè d'o(be)r ur c'harr. Me(d) heñw ouïè par cœur pe-sort mod o(be)r e, e goat ha-toud heñ ! Prepariñ ar re-s(e), oh mon vieux ba…

– Heñw ouïè i vicher kwa !

Ur blujadur oa gwel(ed) (a)nèoñ labour(a)d kwa ! Ah ya ! Traou ar mo(d)-s(e) weloc'h ket kin heñ ! Ma pïe bet gwel(e)t (a)nèoñ labour(a)d pis(e) bet lar(e)t : « Me(d)… »

– An dra-s(e) oa un « art » kwa kasimant

Ah beñ sert(e)namant 'hat ! Ah ya ! Ha gouïed ree-heñw labour(a)d i mecher ! Holala ! Ree keme(d) an dra-he (a)naoñ heñ ! Barrikou !

– Barrikou ?

Barrikennou

– Hag ar reñ-s(e) vis(e) gwraet in…

Ha heñw ouïè 'h o(be)r ar re-he 'è !

– Med ar re-s(e) vis(e) gwraet in delc'h ?

Ga koat-kes(t)en

– Ah ya

Vise gwraet barrikou gat(e), koat-kes(t)en, kontuni. An derw, an derw oa spessial kwa heñ !

– Med blam bet(r)a ? Ar, ar c'hoat ràè ur blas…

Blod, blod… Ya, ar blas deus un tu ha koat-kes(t)en oa blotoc'h dé labour(a)d ha dé reiñ i form daoñ kwa heñ !

– Ah ya

An derw oa, oa d'o(be)r kirri, pressou. Michel vïe 'lar(e)d :

« Gast, gwraet neus Jañ-Maï ur press-derw ! »

Bah ya 'hat ! Ur press, traou ar mo(d)-s(e) gwech-ell oa, vis(e) gwraet ga derw toud heñ !

– Ar meurb brezhoneg oa in derw, ar meurb gwech-ell ?

Ya ! Vise, ar meurb vis(e) gwraet ga, ga, kontuni ga derw heñ !

– Ar gwele-klos, ar chern…

Ga, ga, ga… Ga delc'h-derw kwa heñ ! Ar peur-rest vis(e) troc'het ha 'h ee ba'n tan pe, vis(e) ket chet(et) (a)naoñ heñ ! D'o(be)r ba'n tan 'h ee-heñw ! Dé domm(añ) ho pisïed-treid, Jean ! Pé vis(e) skorn war an douar

– Pet(r)a peus lar(e)t ?

Dé domm(añ) ho pisïed-treid !

– Ah ! Ya

Pé vis(e) skorn war an douar !

05/03/2017

Laezh, koaien, amann, gwelien hag ar ribout

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Skrigneg tri devezh so, be oa 'e É. deus Skrigneg hag A. deus Lanneanou, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.
A.



An amann vije gwraet deus beb-sort fesson 'ha !

Oh ya ! Beb-sort

Ya, med ur ribout a vije memestra !

Ya, med…

Ya, med lod nagn ket machinou da basseal 'nê da zigentañ

Nann 'ha !

Sete ga ur loa-bod…

A vije digoènet ar laezh

Ah ouais !

Vije digoènet ar laezh ar mod-se diwar ar gourr(e), tapet ar c'hoaien, pudur ar c'hoaien, 'n-ur yinañ…

A'h ee tew ha teue toud war-gourr(e) ar laezh kwa !

A'h ee, a'h ee, a'h ee war-gourr(e) hañ ! Hag a-wichou 'h ee 'r laezh 'è, med daon ! An dra-he, an dra-he 'n-hi(ni) ree ar laezh-ribout an dra-he

An dra-he é ar laezh-ribout, ya

– Med pe-sort mod oa ar loa-bod ?

Beñ ur loa-bod normal kwa !

Oh ! Ur loa-bod ga… Med… 'Vel…

– Ya med pe-sort mod ? Koat oa ?

Ah nann-nann-nann-nann-nann !

Ah nann ! Oa ket a'ha ! Ur loa-bod…

Aluminiom

Aluminiom, ya. Ya-ya-ya !

Oh nann ! N'é ket…

– Med pe-sort mod oa ? Hir ? Berr ?

Oh daon ! Beb-sort a'ha !

Oh beb-sort ! Oh beb-sort oa !

Ah beb-sort 'ha !

Oh ya-ya !

Ha rond bremañ…

Ha lod da ur loa-bod vras ha lod-all da un' vihen, beb-sort mod oa kwa !

Ya, ya-ya-ya-ya-ya !

– Deus ar pezh oa d'o(be)r kwa !

Ya ! Ya-ya…

Deus ma… Ya

– Beñ pe-sort mod 'vid o(be)r an dra-he, 'vid digoèin(añ) ar laezh ?

Pé vije digoènet vije laket ba'r pod-grê

Ya

Ha vije leusket eizhte 'benn ribotad 'naoñ

Med-seped pé vije laket… Te zislaro ma, ma n'é ket mad hañ ! Pudur me meus ket keme(nt)-se a joñj kin…

Nann

… (Ne)med-seped vije go(r)teet pé vije laket ar wich kentañ ar c'hoaien, go(r)teet an de war-lerc'h daoñ da yinañ

– Ya

Pass lak an eil koaien…

An tomm war egile, ah nann-nann !

An hi(ni) tomm war egile

Ah nann !

Nann

Ha lod a ree an dra-he ha lakè o vod dindan ar machin-ekremeus ahe his-se

Ya-ya

An dra-he a lake…

Ha oa ket mad

Daoñ da drenkiñ

An dra-he lake anê da bifiñ ha da drenkañ

Ha da drenkañ

Oa ket mad an amann mo(d)-se

Nann, emsa(wo)c'h oa despun 'naoñ ba'h ur bessel-all

Ya-ya !

Ha hadlakad 'naoñ goude war-gourr(e)…

Pa vije yin kwa !

Pa vije yin

… Pa vije yin

Ha me ree se dalc'hmad 'e

Ahe vije, ahe vije ar gwellañ amann, kara Jeanine ?

Ah ya ! Ah ya-ya !

Ya

Ahe vije mad !

Ha dow mod ribout a oa : Un' da dreiñ hag un' da skeiñ

Un' da skeiñ, ya

– Pe-sort mod oa an difer(añ)s, just a-walc'h, (e)tre an dow ?

Of…

Oh ! Oa ket (a) zifer(añ)s…

Oa ket (a) zifer(añ)s, oh nann !

An dra-he zepande deuh ar ribout a ha !

Ya !

Barzh du-mañ oa da dreiñ

Ah ya-ya-ya…

Ya, du-m(añ) oa 'è

– Pe-sort mod a'h ee en-dro just a-walc'h ?

Oh daon ! Ga da zorn

Ah ! Ga da zorn !

Ga da zorn ! Ya

Ga'n dorn

Ya !

– Ga'n dorn, ya

Beñ ya !

– Med pe-sort mod oa ar mekanik ?

Ha deuh ar loaiou oa ba'h… Ba'h ar ribout oa loaiou !

Ya hag a vije trôet ar mod-se

Hag a…

– Hag ar loaiou ha…

Ah daon !

'N-om ga(v)e d'o(be)r amann pa ga[lleh]…

D'o(be)r amann, ouais

Ya

…[Ga]lleh treiñ kwa !

Ha pa vije…

– Loaiou-koat a oa ?

Ya

Ah ! Loaiou-koat, ya

Ya, koat

Ya-ya-ya !

An dra-he oa beus memes !

– Ah beus !

Ya

– Beus…

Ya-ya

Ar beus ha memes 'vi(d) ar loaiou 'è, an dra-he stage ket an amann deusontoñ

Nann

– Hag ar solutañ toud é

Ah ya !

Ar solutañ toud ha…

Ah ya-ya !

Hag a laron dit : Stage ket an amann deuh ar beus !

Oh nann 'ha !

– Med pegen bras a oa ar, ar ribout ?

Oh daon ! Beb-sort a oa !

Beb-sort a oa, be oa…

– Da heñi ?

Be oa re : Ma hin(i)-me oa moyen kwa ! 'Vel, pet(r)a larfen dit ahe…

Un' da dreiñ oa da hini 'è, Jeanine ?

Ya

Ya, ma hini 'è

Ya

Ma hin(i)-me oa 'è

– (E)tre dow

A-peu-prè 'vel, 'vel golo ar goulou ahe peu-prè, (ne)med-seped a oa…

Du-m(añ) oa brassoc'h 'vi(d) an dra-he

Oh ! Brassoc'h oa barzh du-m(añ) hañ !

Ah ya-ya ! An dra-he zepand, med ma hin(i)-me oa bihannoc'h kwa ! Med dow sort oa, 'n hin(i) na c'hoant a gemere brassoc'h kwa !

Ha beañ zo lod hag a skôe ga'r vazh ar mod-se

Just a-walc'h, ya !

Beñ ya, me vije…

– Ha pe-sort mod a vije gwraet ?

Ha war… Me meus bet gwraet ga'r pod-laezh ! Hag a oa lak(et) ur golo war'naoñ hag a ur vazh barzh kwa !

Ya

Ur vazh 'vi(d) ar ribout kwa !

Oh daon ya 'ha !

Hag a ree amann meh-mod hañ !

Ar, ar sistem…

– Ha pe-sort mod vije gwraet ga'r vazh ?

Daon ! Skeiñ, delc'hen skeiñ

Delc'hen skeiñ mod-se

Ya-ya-ya !

– Hag oa ur vazh 'vel ur vazh…

Med gwel heus bet pé 'h ees a(ho)nt ar hi-(ho)nt…

Ya, ur vazh-ribout kwa ! Ya

… Pa 'h ees d'ar Senegal a(ho)nt e weles 'nê, houzoh walc'h, heñ ?

Ya-ya

Memes-mod

– 'Vel ase pa bil, pil ar greun kwa !

Ya-ya

Ah ya ! Pil ar greun, ya-ya !

Poan a oa gwich-all (me)mestra…

Oh ! Holalala !

– Flastrañ

Oh ya…

Ha labour ! Pe-naos a vije…

Ha labour 'è ! Holalala !

Pe-naos oa ar labour ! Bon ! Eh ! Kontant out pe, pe vé un dra mennañket a vank dit c'hoazh ?

– Beñ ur bern traou a vank din-me c'hoazh

Ah boñ !

Ah bon !

– Ya, just a-walc'h, bon : Digoueet omp ba'r, ba'r pod-grê neuhe

Ya

Ya

– Ha war-lerc'h petra vé gwraet ga'r pod-grê eizhte war-lerc'h ?

Beñ vije laket ba'r ribout d'o(be)r amann

D'o(be)r amann

– Ah ya

Ya !

– Mod-se vije

N'ounn ket 'hañw vije eizhte 'ha…

Oh nann ! Pa vije leun ar pod vije gwraet kwa !

Un devezh

Ha deus an amann vije emm ba, ba'n ti !

Ya ! Ba'h an ti !

Ya

– Med a-raog oa digoueet ba'r pod-grê, ba petra oa passeet dija ?

Daon ! Laret meus dit a vije…

Ga'r loa-bod a vije digoènet

– Ah ! Ar loa-bod

Vije digoènet

– Med digoènet e vije ba'r pod-grê pe… ?

Ah nann-nann-nann !

Nann

Ba ur bodes ! Ba'h ur bodes

Ba un tamm bodes

Ya

Pe ur bessel bihen kwa !

– Bihen ?

– Pa vij(e) gwraet toud vije ?

Oh daon !

Blamed daoñ da yinañ !

Ya-ya !

Un tamm bihen ! An dra-h(e) zepand deuh ar pezh a ha 'è !

– Deus ar pezh vije

Deus ar pezh laezh a ha kwa, ya !

An hi(ni) na kemed diw veuc'h hag an hi(ni) na deg, houzoh walc'h, reent ket ahe…

Beñ ya ! Oa difer(añ)s, houzoh walc'h, ya !

Nann !

– Med vij(e) ket, vij(e) ket tommet ar laezh blam da zigoèinañ 'naoñ ?

Ah nann !!! Ar yinañ ma…

Ah nann daon ! Ar c'hontrel 'n-hi(ni) é

Ar yinañ vije oa ar gwellañ !

Ar c'hontrel 'n-hi(ni) é !

Ah ya !

– Sete vije…

Sè mod-all oa ur mikanik 'è hañ ?

– Ya

Med ga'r mekanik é ar c'hontrer ! Ga'r mekanik vije red d'ar laezh beañ tomm 'benn a, 'benn, 'benn a zi…

'Benn a zigoènfe

Ya

Ya

Ah ya-ya-ya ! An de kentañ vije g(o)rôet ar saout

– Ha vije dispartïet ar mod-se

Ya

C'hwi oar walc'h oa laret vije da basseal, pugur ma vije yin bassee ket mad ! Nann

Ga'r mikanik vije red, vije gwraet dizhtu vije gorôet ar saout

Ar saout, ya

Vije laket ba…

Ar bodes

Ar mikanik-laezh

Ar mekanik-laezh hag a vije trôet ha gad ar… Kar ar re-he oa dow barti, kara ?

Ya, ya-ya

Laezh ha koaien

Un' 'vi(d) ar c'hoaien ha un' 'vi(d) ar laezh kwa !

Ouais

Med ahe oa red dê beañ klou(a)r !

Ah ya-ya ! Red oa daoñ beañ klou(a)r !

Ya, ahe oa ar c'hontrel

– Ha neuhe goud(e)-se pa vé, pa oa digoueet ba'r ribout pa vije gwraet, pa oa bet eizhte, pad eizhte ba'r pod-grê

Ya, beñ…

– Oa passeet ba'r ribout ?

A lakes 'naoñ ba ar ribout !

Ba'r ribout

Hag a drôes ar ribout

– Ya ha war-lerc'h ?

Beñ 'h ee in amann

A'h ee…

– Me n'ouzon ket !

Eo !

Ya, med, med, med…

Hag a goude ar…

Ar laezh

… Ar laezh vije laezh-ribout neuhe pa dapes an amann maes ar ribout

Ya !

– Ya

Laezh-ribout

An amann a 'n-om, a 'n-om ramasse, mé-keres, 'n ur blokad

– Med pet(r)a é ar laezh dourennet neuhe ? « Dourennet é ar laezh » ?

Ah daon ! Pa vé kowled un tamm

– Pugur ma klêt vije rôet an dra-he d'ar moc'h

Ya ! Ya

Pa vé trôet un tamm

Pa vé trôet un tamm, ya

Ya

– Dourennet é kwa ?

Ya, ya-ya !

– Ha pe-sort mod oa ar laezh pé oa dourennet ?

Daon ! Kowled a vije barzh ha dour !

Ya

– Ah ! Pe-sort liw na ?

Un tammig…

Oh !

… Gwenn

Gwer un tamm

Ya

Gwer, gwer heñ ?

Gwer, ya ! An dour vije gwer un tamm, ya

Gwer-glas

Ha trenket vije, houzoh walc'h

– Pifet kwa !

Ya

Pifet, ya

– Trenk ha pifet memes-mod kwa…

Ouais

Ya : Douss, trenk ha mad !

– Ya

Ya hag a… Ha pa vije trenk ar mod-se oa ar gwellañ d'ar moc'h !

Ya

Ah ya !

– Ha ga'n dra-he vije gwraet gwe(l)ien ?

Ya

Ya ! Laket vije ba-mesk ar gwe(l)ien kwa ! Deus gwelc'hadur ar chidourenou hag an traou vijent toud, ar re-he vije rôet d'ar moc'h kwa !

Ya pa mijemp gwerc'het hom vass !

Ah ya !

– An dour-gwelc'hadur vije gwraet

Ya

Ya-ya !

Ya ha d'ar saout 'e vije gwraet gwe(l)ien

Ah ya gwich-all !

Ur veuc'h pa vije nev-alet…

Vije gwraet gwe(l)ien dèi

… Vije bichonet pad eizhte un tamm, houzoh walc'h, oa red felissitiñ 'nèi un tamm 'e blam, pudur na un tamm loue bihen 'è, sete vije gwraet ur sailhad-gwe(l)ien dèi

Ya-ya ! Blam dèi da gaoud laezh d'ar loue 'è, houzoh walc'h

Blamed dèi… Daon ya ! Set(e) an dra-he na (ou)zhpenn ! Hag a houzh vije distaget da zond er-maes deuh ar c'hrow, da zond da zibiñ an dra-he hag ar re-all a selle deusouti, houzoh walc'h, trist ! Ha houm(añ) oa… An dra-he oa un enor dèi, houzoh walc'h

Ya

04/03/2017

Neziñ brageier ha gwrïad tapissou bourret ga gwlan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba-ti P. hag e wreg ba Ar Fouilhe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/172650015

- Ch. Le Braz
Ar wreg
P. 



Ni vije 'tiwoull ar saout 'è, pad an hañw vijes 'tiwoull ar saout, pad ar vakañchou. Bemde vé, renkes mond da ziwoull ar saout, sete vije disket dit o(be)r stamm… Me oan ket, oan ket (ou)zhpenn deg la ! Hag a reen va l(o)ereier d'ond d'ar skol 'è ! D'ar mare-se, ya ! Vijes 'tiwoull ar saout ha rees stamm, passeet amzer d'o(be)r stamm, ya hag a reen chaosseteier, prest d'ond d'ar skol, chaosseteier neve d'ond d'ar skol, dow pe dri re, dow re michañs, ya

– Setu oa daw deskiñ ur bern traou memestra

Ah ya !

Hag un dañvad vije gleet kaoud i(v)e blam da gaoud gwlan d'o(be)r hor chaossetou

– Ha gan gwlan da, dañvad an ti vije gwraet ?

Ah ya !

– Ah ya…

Ah ya !

Ya ! Hag ar re-he vije tomm hañ !

Ha vije kass(e)t da neziñ, un' gozh bennag ouïe neziñ kwa !

Ya

Sete vije kass(e)t da neziñ 'e… Lod a ree gad, gad ar mikanik

Ya

Petra vo gwraet, petra vo… Lod-all a ree ga'n hinkin, lod-all ree ga'n hinkin 'è ! Sete…

Ah ya, ar re-goshañ toud ree toud ga'n hinkin

Ree toud ga'n hinkin, ya

Oh ya…

Med goude-se oa deut traou da neziñ, kirri da neziñ ha oa kalz aessoc'h kwa heñ !

– Ha toud an dud a ree o, o draou ba'r gêr neuhe ha vije gwraet

Ya, pad ar bresel toud, toud an dud, ya !

Ar stamm ya, med da neziñ toud an dud reent ket hañ !

Oh ! Leizh a ree

Oh nann ! Daw vije inkardañ, houzoh walc'h, da zigentañ vije daw inkardañ ! An dra-he oa sterd d'o(be)r ! Daw vije diskiñ ober kwa heñ !

– Daoust ha tud a oa ha' houneze o buhe oh ober an dra-he neb… ?

Oh n'eint ket !

Oy ! Me n'ouzon ket 'ha…

Toujust ma gallent o(be)r 'vid ar familh heñ ! Oh ya !

Ah ya… Ha vije gwraet (ne)med patates ha yod

– Hag an dilhad neuhe, p(e)-lec'h vichent, vichent prenet pe, pe ar c'hemener oa ba, ba'r Fouilhe pe kemenerien ? N'ouzon ket

Va mamm din-me oa kemenéres

Sete vije gwraet brageier 3/4 dit d'ond d'ar skol, eo gwir heñ ! 3/4 oagn da zigentañ

3/4 oant da zigentañ, ya

Ya, toud an dud

Mod-all, mod-all vije louset-toud deus an traoñ

Deus tu an traoñ, sete vije…

Vije kime(d) pri-toud

Ha vije laket ur… Ya ! Mod-se vije, ya-ya ! 3/4 oagn, be zo poltrejou hag a oa brageier 3/4 warne

– Ha damaig vo gwel an dra-he, ya

Ya

– Ah ya ha kemenéres oa war, a-vicher kwa ?

Ya, a-vicher ya

Ah ya !

– Ree kemed an dra-he ?

Ya-ya ! Mamm Pier oa kemenéres

– Pe-sort mod laboure neuhe ? Ba'r gêr kwa 'vel-just kwa heñ…

Ba'r gêr !

– Ah ya… Kont din un tammig 'ta Pier

Hag beñ… Digass(et) vije dèi d'ober kwa ! Danve

Ya ha bragou

An hini nïe c'hoant d'o(be)r ur bragou neve teue ga an danve da, ar bragou neve teue d'ober ha va mamm ree 'nê… Pe ur palto pe ur chaossonou pe…

Ya

Pezh vije…

Un tavañcher

Un tavañcher pe…

Ur chimejetenn !

Ya hag ur vrozh !

Ya

Toud ouïe o(be)r kwa !

Hag ar brageier, houzoh walc'h, vije golôet ! Ar brageier vije us(e)t deus an tu-raog

Ya

Med vije ket chet(et) ar brageier 'vi(d) bramed d'an dra-he

Ah nann !

Sete vije golôet deus an tu-raog hag ar re-he oa poltok, me lar dit, ar re-he oa kaled da hwrïad hañ !

Ma vije us(e)t dac'h an tu-raog vije tennet-kuit ha laket un'-all da ramplassañ 'nê

An tu, an tu-dreñw deus un'-all, alïes

Oh ya ! Memes ar mod-all re-neve ree lod i(v)e

Ya, danve neve

Oh ya !

Set(e) ar bragou 'h ee keid (a)darre !

Eh ya (???)

Pugur vije laket, golôet toud an tu a-raog. Ha neuhe vij(e) ket chetet an traou mod vé gwraet bremañ !

Nann, ah nann ! Oa ket bourrier e-bed, ah nann ! Aha ! Neuhe vijent uset heñ !

– Beñ oa ket plastik na traou gis-se

Nann !

Ah nann !

– An traou a vreine kwa ! Vije laket war ar bern-teil ha mad pell-zo kwa !

Ah ya !

Ha brageier mad eint, a laron dit, poltok, pugur an dra-he oa evel suédine brem(añ) ma-kéres kwa heñ ! Brageier rijennet vije kalz

Brageier rijennet

Brageier rijennet, ya

Ar re-he oa re-vraw ha solud memestra !

Ha solud oagn, ya ! Koton mad kwa heñ !

Ya

Ya

– Hag an danve-se, p(e)-lec'h vije, vije prenet neuhe ?

Oh…

Ti Naig Guyomard !

Oh ya, ti Naig Guyomard vije

Ti Naig Guyomard petram ti Picard, ti Marie Picard ba'r bourk !

Ya !

Daon ya ! Petram war 'r blassenn ba Uhelgoat, de(v)ezh foar Uhelgoat

War ar blassenn, ya

De(v)ezh foar Uhelgoat vije staliou

Ya

Sete vije voien da breniñ, ya-ya !

– Pe-sort oustilhou oa ga da vamm ba'r gêr neuhe ? 'Vid gwrïad

Oa kim(ed), oa kim(ed) ur mikanik, ur mikanik… Oh ! Ur mikanik bras-mat a-walc'h kwa heñ !

Ah ya ! Ur mekanik bras na, ya

Ya

Ur mekanik-gwrïad hag ur sijell hag a dow…

Hag ur jijell, an dra-he oa toud, aha !

Oa ket keme(nt)-se (a) draou…

Oh nann

Honee…

Ha a-wechou-all 'h ee…

Honee ket kalz tra heñ !

Oh nann

Nann

Nintra (e-)bed a honee

Nintra (e-)bed a honee, an heñi teue, matress(e) vije kinniget ur bann(e) te pe ur bann(e) traou…

Daon ya ! Oblijet just a-walc'h

Sete…

Pa vije da roiñ dê !

Ya

Hag ar mod-all 'h ee da zevechañ memestra kwa ! Da di ar re-all

Lem a vije ur mikanik da…

Lem a vije ur mikanik ha leizh, kalz oa komañs(e)t da gaoud mikanikou, ya

Ur mekanik-gwrïad kwa !

Sete a'h ee…

D'o(be)r tapissou ha d'o(be)r traou mod-se ! Tapissou-gwlan, houzoh walc'h, neuhe vije gwraet tapissou bourret ahe

Ya

Peus ket joñj deus ar re-he ? Tapissou bourret ha vije gwrïet 'e, sete kalz a gemenerésed vije war 'r maes 'h ober an dra-h(e)

– Ha daoust hag a 'h ee a di da di da, da wrïad traou neuhe ? Ba'r gêr vije gwraet toud ar labour kwa heñ ! 'H ee ket d(a) wel, d(a) wel an dud, gwech-all kemenerien a'h ee ba-ti an dud

Ya-ya ! Eo-eo !

Eo ! Mond a ree

Mond a ree ! Ah ya-ya !

Lem a vije ur mekanik dèi da, d'ober kwa !

D'ober kwa !

Ya… Eo-eo ! Ha neuhe vije ha nïe gwraet tapissou ha traou…

Pa vije lak(e)t

Tapissou bourret

Kass ar mikanik oa ket gouest d'ober kwa !

Nann, ah eo ! Kalz teue, kalz ! Neuhe vije gwraet ga tapissou bourret ga gwlan heñ ! Ah ya !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog