Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
- Me Ma mamm
É.
Am(añ) é tomm ! Am(añ) é braw d'ar c'he(l)ien
– Ya
Ah ya ! Ah, me(d) beañ zo hañ !
Ya
– Ah ! Torr-rèr ! Torriou-rèr !
Eh ! Me(d) 'vi(d) an deiou oa ke(t)…
Nann, med deut, dond a ragn duzhtu
Heñ !
N'ouzon ket deus pe-lec'h, med…
– Diboe pemzete
Eh ! 'Vi(d) an deiou a welen ke(t) ! Me(d) ahe… Venoñs surtoud !
Ahe mod-all me zo bet piket ahe, flemmet
Ga petra ?
Oh ! N'ouzon ket… Gan ur ge(w)nigell pe… Hag amañ ! Dreñw
Aloñ bon 'ha ! Ya, te heus ur c'hroc'hen re douss kalz !
Ya
Ya, te zo sukr-toud !
Ya
Me(d) soueet oñ gwel pe-naos fenoñs so, zo, zo…
Ya
Heñ ?!
Ya, ya
– Oh ! Med me vé amerdet bemde !
Me(d) n'é ket… Me(d), me(d) gwir sè !
– Me meus lahet deg dec'h…
Me(d) an dra-he zo sin-harno
Harne ? Gav dit ?
Oh ya !
– Pet(r)a ?
Harne !
L'orage
– Ah ya ?
Ya
Sin-harne…
Ar re-he é ar c'he(l)ien teu ahe, pudur ar re-he wel so fleur braw ahe war an daol, houzoh walc'h, sete vegn 'hond ma'hat… Heñ ?
– Ha vegn 'frot o baw ar mo(d)-se
Ya, me(d) c'hwi peut digasset, c'hwi peut disgass(e)t ar c'he(l)ien ganec'h am(añ) pe petra ?! Pé weloñ, ah ! Pé weloñ 'nê…
Plij a ra ar brezhoneg dê
Ehehe !
– Ah ! Med me, me zo skuizh ga'r re-he heñ !
Ya 'ha ! Red é din despun hemañ !
Ya
'Mon ket 'hond da lesken hem(añ) amañ !
– Mod-all vo debet toud
Mod-all 'h a da veañ…
– Ya, lesk aha(n)on d'o(be)r, me(d) me zo, me zo gouest…
Eh ! A'h a, a'h a da veañ ampouesonet !
– Me zo tueet da, da lah anê
Te zo ur laher ?
Te zo…
– Ah ! Me(d) me rañw ket ga sort-se, ga traou sort-se, pugur meus ket ! Me meus kim(ed) un tamm journal
Ah !
– Ha n'é ket aes ga'n dra-he ar wech kentañ…
Me(d) ga hezh é braw-abominabl, oh ! Hezh a'h a da, na rat ket warne ! Ne rat ket 'ha !
Ya, med dond a ra re-all duzhtu da… !
Ah ! N'onn ket deus pe-lec'h teu(o)nt
– Da ramplassañ
Ya, da ramplassañ 'nê
N'onn ket deus pe-lec'h teu(o)nt !
– Deus toull an ivern !
Oh ya ! Deus un toull, toull… Deus un toull lous bennañket a'ha !
Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba Plonee gad ur paotr 'zhpenn pemzeg la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/161702027
– Ha c'hwi oa naw krouadur ?
Nin oa naw : Peder merc'h ha pemp paotr
– Pe-sort blavezh oc'h ganet ?
Me zo gan(e)t en mil naw… Ar bla(v)ezh mil naw-c'hant naonteg
– Duzhtu goude ar bresel kwa
Dizhtu goud(e) ar bresel pevarzeg ya, ya-ya !
– Ha c'hwi oa 'n hi(ni) yaouankañ deus ar familh
Me oa… N'é ket ! Diw verc'h oa yowankoc'h 'vidoun, me oa ar yowankañ deus ar baotred ! Mod-all oa diw-all hag a na… Mé c'hoar goshañ oa dimeet 'e hag a na naw 'è, houzh oa un tamm mat koshoc'h 'vidoun, oa naonteg vla koshoc'h 'vidoun !
– Ha pe-seurt mod oa ar feurm lec'h ma oac'h ganet ene neu'n ? Ur feurm bras pe…
Oh ! Goud(e)-se é bet, ma'hat oa tri-ugent, oh ! Ma'hat oa pemp ha tri-ugent devezh-arad bennaket, med goud(e)-se é bet partaj(e)t dre an hanter pe-prè, sete… Hag ar lojamañchou bet gad ur voger ba'r c'hreis toud toud dram da ziferantañ 'nê, gad ur voger dram oa pep-heñi i lodenn deuh ar c'hrow, me(d) oa ket, oa ket gwal aes ! Ha goud(e)-se 'benn ar fin eint bet gwerzh(et) en-dro ha namp kemer(e)t 'nê toud, set(e) namp bet trañsform(e)t 'è un tamm, ar gwellañ ma namp gall(e)t kwa ! Ya-ya !
– Hag a choñj peus deus ar… Da be-oad oc'h bet laket da, da labourad ? Da chikour ar re-vras neuhe ?
Oh beñ ! Raog oan aet d'ar skoul vïen dija 'tiwall ar saout, pell a-raog dija ! 'Tiwoull ar saout… Hag an dra-he oa, me ma plijadur ga'r re-he 'ha ! Kar goud(e) oan aet d'ar skoul (a)darr(e), beb tri mis bennaket teuer d'ar gêr ha ar c'hent(añ) tra a reen é mond d(a) grow-ar-saout da wel 'nê, me aneè ar re-he toud ar saout ! Me oa trô(e)t ga'n dra-he !
– Ped buoc'h oa ganeoc'h ?
Ow ! Un deg bennaket, an dra-he oa : Ar c'hrow oa ket bras, heñ oa ket aes lak(a)d mïoc'h, pugur oa troc'het dre an hanter ! Oa partaj(e)t dre an hanter, sete oa ket aes kaoud lec'h-all, nann. Med d'ar mar(e)-te oa miser walc'h war 'r c'hampagn 'è, pegur oa ket (???) oa na nintra… Eürusamant ! Nin oa kalz ba'r familh, sete nin oa aessoc'h damp, pugur oamp kalz paotred. Pé vïe kestïon d'ond d'o(be)r ar foenn vïe dija un neubeud…
– Setu oa ur binvidigezh kaoud bugale d'ar poent-se neuhe
Ya ! An dra-he, surtoud 'vid an dra-he vïe, dam an dra-he vïe gwraet kalz ! Vïe kalz bugwal(e) dam da joukour kwa ! Ba'r ferm. Daw oa kaoud main d'œuvre, pugur oa ket materiel
– Setu a-bred vije laket ar voussed da, da labourad war-dro ar foenn
Oh ! War-dro ar foenn reen, pé vïemp vakañchou a teuen da 'r skoul, 'benn-neuhe vïe mar(e) ar foenn ha me vïe 'tires(t)añ, 'tisrest ar foenn ba'r prad (a)ssames ga'r re-yowank-all kwa ! Mé c'hoar hag a moussed, med mod-all… Ha ga saout : Ar saout visen 'tiwoull ha deus an hañw ar saout vreskinne mad ! Bremañ rent ket kin ! A-wechou vé krog ar c'helien-kamm ba enne ha hègn a haloupe ha me oan ket 'vite 'haloupad (aha)naon ! Troc'h hent war'nê
– Ha da be-oad oc'h bet laket d'o(be)r war-dro ar c'heseg neuhe ?
War-dro ar c'heseg oan, meus ket bet gwraet keme(nt)-se (aha)naon ken oan deut seiteg vla bennaket, tri-vec'h vla, neuhe visen war-dro ar c'heseg, ree treiñ-douar a-raog toud. Pugur ar re, ar re oa koshoc'h 'vidoun vise, set(e) ar re-he oa bet chom(et) mem-mod d'ober kwa !
– Setu vije lesket ar re a ouïe d'ober kentoc'h neuhe
Ya ! Ya sur ! Ha gou(de)-se neuhe vise… Gou(de)-se, ya… Hag neuhe ! Neuhe vïe daw diwoull ar saout, pugur 'benn-neuhe oa ket paotre(d)-saout c'hoazh, pugur kourañ elektrik oa ket c'hoazh… Oa ket deut an elektrissite ken en 60, set(e) 'benn-neuhe me oa deja, 'benn-neuhe on bet chom(et) bresel walc'h pell-oa, bet pelloc'h c'hoazh : Tost ugent vla, fei ! En 45 beked 60, set(e) on bet pemzeg vla bennaket goud(e)-se pé oa, p(é) oa deut ar c'hourañ. Fei ! Neuhe goud(e)-se oa bet modernis(e)t an traou un tamm ! Hag pugur oa ket elektrissite (me)mestra, pugur me 'n-im okupe deuh ar saout hag a choukour 'hor(o) 'nê vïen neuhe, oa pren(et) ur machin 'vid gor(o) ar saout, med oa ket kourañ ! Sè oa daw 'h o(be)r ga'r moteur à essence, a-wechou 'h arete greis-toud ! Sè ! Sè vïe daw komañs en-dro ! An dra-he oa ar bla(v)ezh eizh ha hanter-kant, en 58 oa deut
– Med a-raog ar bresel neuhe ba, ba'r familh : Piw ree war-dro ar saout ?
Me, me… Kontuni me ree ! Mé breur vise, un', ur breur, heñw oa koshoc'h 'vidoun 'e, toud oagn… Me(d) war-dro ar saout neus gwraet 'vid ar wech toud ! Ha goud(e)-se on bet les(k)et ma-hun hag oblijet, oblij(e)t da hor(o) anê ! Ar moc'h oa ganin ha reen toud, oblij(e)t d'o(be)r toud, pet(r)a 'n un neubeud blavechou on bet 'h o(be)r toud ma-hun 'e : Gor(o) ar saout, rôet d'ar l(ou)eou hag rôet d'ar moc'h ha mond d'ar park gou(de)-se ! Troiñ-douar ! Med goud(e)-se, 'benn-neuhe oa deut an trakteurien, komañs(e)t, 'benn-neuhe oa deut dija, oa ket bet kei(d)-se ! Goud(e)-se oa deut an trakteurien, sete goud(e)-se oa pren(e)t an trakteur David Brown, marque anglaise hag sete vïen ket 'troiñ-douar gantoñ, oa mé breur vis(e) 'h o(be)r kontuni, med goud(e)-se vïen 'h o(be)r (me)mestra !
– Med an trakteurien oant ket deut a-raog ar bresel memestra, nann ?
Nann, be oa un' bennaket ba Plonee matrehe, raog ar bresel n'ounn ket (ha)g-eñw oa un' ba Plonee, med goud(e) ar bresel oa pe(va)r pe bemp matrehe 'tre toud, 'tre toud Plonee… Oa ket kalz heñ ! Pugur houzh so ur mell parres !
– Ha c'hwi peus bet ho kentañ trakteur neuhe e pe-sort blawezh ? E…
Eh ! David Brown oa an heñi kentañ, goud(e)-se meus, oa pren(e)t ur Fendt, heñ oa allemand, marque allemande. Hag goud(e)-se so pren(e)t Renault ! Deg vla bennaket vïe gwraet ga pep-heñi tro-war-dro, tro-war-dro ha vïe pren(et) un' ne(ve) en-dro !
Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oain ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
- Me - Tanguy Un ameseg da É.
É.
– Hag ur lardigenn ?
Ah ! Mais ça c'est un mielleux !
– « Un mielleux » ?
Oui, ur lardigenn, ur jiloued !
– Ur jiloued ?
Ur jiloued
– Ah ya ?
Vije laret 'è, ça veut dire la même chose, hezh so ur jiloued ! C'est-à-dire il fait, il fait le mielleux quoi ! Il fait… Hein ? Mais qu'au fond…
Il fait l'âne pour avoir du son
Exactement !
– 'H o(be)r ton kwa…
Toi tu devrais rester là pour traduire ! Eh ! Ahe vije gwraet un' « Maner Kàer-C'hwitell » deusontoñ. An ti bihen zo ahe un tamm pelloc'h oa ti ma zad ! Ha me oa ahe un devezh barzh ti ma zad hag a oa dow touristed 'h aretet di-raog an ti hag a houllent diganen mo(d)-se :
« Da be-lec'h 'h a an hent-mañ ? » Larent diñ mo(d)-se
« Daon 'ha ! » Laren dê, pudur vé lar(e)t Kàer-C'hwitell deuh ar, deuh ar feurm, « ça, ça va au Manoir du Beau-Sifflet » laron dê
« Ah ! J'ai jamais entendu parler »
Mais c'est le, traduit en français !
Oui-oui
Maner Kàer-C'hwitell
« C'est le Manoir du Beau-Sifflet » Laron dê
« Ah ! J'avais jamais entendu parler » qu'elle dit « du Manoir du Beau-Sifflet »
Et c'ui-là avait été nommé comme ça, tu sais pas pourquoi ?
– Pass c'hoazh
Pedur gwich-all, ahe oa sañset ur plac'h à chom, añfeñ ur plac'h… Ur familh ! Me(d) ur plac'h oa barzh hag oa aet d'ar voar da Gallag, pedur gwich-all vije ar voar d'ar merc'her barzh Kallag, hag a na làeret (a)darre ba'h ar voar ! An dra-he oa ket gwal vraw hañ…
– Nann
N'ounn ket petra na làeret, oh ! Matrehe oa ket keme(nt)-se a dra, med pezh, ar pezh a oa : An hin(ni) oa làeret traou dèi, pedur un dilhad na làeret ha na tapet ! Ha houmañ, pedur ar jañdarmeed vije 'hond hag à tond ba'h ar voar, a neus gelvet ar jañdarmeed ha lar(e)t dê :
« Peut keme(d) fouilhañ 'nèi » lar-hom(añ), « bet é 'làerezh dilhad diñ »
Sete é deut hag a neus goull(e)t diga'r plac'h-mañ, kara :
« Pet(r)a peut prenet ba'h ar voar ? »
Ha hi lar na ket prenet mann e-be(d) kwa !
« Ah ! Koulskoud(e) » lar « zo traou ganeh (d)indan, di(n)dan ho tavañjer ahe his-se ! » Laront dèi mo(d)-se
Sete mo(d)-se oa tapet, houzoh walc'h, da veañ làer hag a na rôet un adress faoss ! Na ket lar(e)t oa 'chom amañ hi-mañ ha na lar(e)t hi hano :
« Marc'harid An Tarluch, deus Maner Kàer-C'hwitell, Karnoed » Na lar(e)t oa hi hano
Sete na laket… Ma ! Me(d) 'n dra-he zo gwir sè ! Mais c'est trop vrai !
« Marc'harid An Tarluch deus Maner Kàer-C'hwitell »
Sete goude vije, pedur an dra-he oa bet klêet, houzoh walc'h, pedur oa ka(v)et ba pe-lec'h oa… Ha hete goude vije ket gwraet (ne)med Maner Kàer-C'hwitell deus, deus ahe his-se ! Gwel a res pe-naos 'h a an hanoiou gwich-all
Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
– Hanter kant la so, lakomp, ped den a oa ba kêr am(añ) ?
Oh ! N'oun ket walc'h 'vid lar(e)d doc'h (aha)naon, pugur ba ar familh oa ahe gis-se, ar re-he oa eizh krouèdur, med ar re-he oa bet aet toud (e)tram(eg), (e)tram(eg) Rouan ha du-(ho)nt mo(d)-se ha un' digass(e)t ha an heñi-all oa 'hond da-heul. D'an amz(er), d'an amzer on 'è tri-vec'h bla, ugent vla hag a oa dow zèn ha tregont ba kêr am(añ) gi-m(añ) ha toud a'h ee da gerc'h(ed) dour d'ar puñs ahe gis-s(e), ar puñs oa komunal, ar puñs oa da kêr kwa ! Hag ar forn oa da kêr, ba kem(e)nt kêr toud oa ur forn ha neu'n ur puñs, set(e) na droad toud an dud ba enni. Ha gou(de)-se ar re-m(añ)-all wa'r ferm ahe gi-m(añ) bet d'an Anglejen, ar re-he na gwraet ur puñs o-hun ha' vïe, oh ! Jome ket dour barzh pad ar bla toud 'è
– Amañ jomè dour ?
Ba-lec'h oa ar penn-all e jomè dour, ya, med bremañ heñw vé stoc'het-toud… Stoc'het n'é ket 'nèoñ, med…
– Med pe-sort mod a lares-te am(añ) pa vé, pa vé sec'h ar puñs ? Pa n'eus ket dour e-bed kin barzh ?
Pé vé-heñw disec'h(e)t ?
– Ya
N'oun ket walc'h 'vid lar(e)d doc'h kàer (aha)naon…
– Peus ket klêt an dra-he : « Aet é da hesk » ?
Dé hesk, yeo !
– Yeo ?
Ah ! Aet é dé hesk, ya dé hesk 'ha ! Hag ar feunteun mamp lak(et) ar bomp war'nèi ba'n traoñ ahe gis-s(e), houm(añ) n'ee ket dé hesk gwech (e-)bed 'nèi 'è, gwech e-bed ! Eh peus ket bet gwel(e)t, laron, da 'r gêr oah deut d'an nec'h ahe gis-s(e) d'ar lenn ha toud ar pezh tà ket (e)tram(eg) 'r penn-all, ar re-he zigouev d'ond toud d'ar…
– Petra é ur lenn dit-te ?
Ur lenn ?
– Ya, ur poull-dour pe… ?
Beñ, beñ c'hwi, c'hwi peus ur lenn ba Uhelgoat, houzh zo ur lenn 'è
– Ur « lac » kwa ?
Pass ken bras ha houzh kwa ! Med ur lenn zo ur barraj 'vi(d) dalc'h an dour 'vid kass d'ar vel(in) en-dro kwa !
– Pugur lod lar ur l[enn]… Me ma, ba Skrigneg, ga Élise ma klêt an dra-he, hei a lar : « Me zo 'hond d'ar lenn » 'vid mond da welc'h an dilhad
Ah ya… Welc'h an dilhad vïe gwraet ba-tal ar feunteun petram ba'n nawes 'ta ! Pugur oa red da welc'hañ dilhad kwa !
– Ni lar « d'ar stêr » just a-walc'h, « mond d'ar stêr »
Petram d'ar stêr ha pé vis(e) ket dour a-walc'h ba-am(añ) vis(e) daw mond d'ar c'hanal, d'ar stêr-vras reemp d'an dra-(ho)nt kwa !
Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ganen-me, assames ga Yann-Bêr Guyader, ba-ti 'Tin ba Plonee assames ga A., ur gamarades dèi. An dra-he oa raog oa komañset an abadenn, pé oa Yann-Bêr 'hond d'eñstaliñ an traou blam daoñ d'añrejistrañ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
- Yann-Bêr - Me 'Tin
A.
Ah ya ! Nin oa desket a-bred da labour(a)d heñ !
Oh ya !
A-bred oamp desket hañ !
Oh ya-ya !
– Beñ ya, med gwell vije ober i(v)e ! Gwel(e)t vije ur bern raog vije krog an dud da labour(a)d 'benn vijent a(rr)i deg la, 'benn-neuse vije gouveet ur bern treou !
Ah ya ! Ah ya !
Ah ya !
Ya-ya-ya !
– Disket ga o zud kwa !
Desket ga o zud, ya
Beñ, beñ ya-ya !
Ah beñ ya !
– Diskiñ ha diskiñ 'n-om selled i(v)e
– Ya
Beñ ya !
Deskiñ ar mod-se zo sur 'ha !
– Duzhtu ar vugale a'h ee a-rumm da rumm ma vije bern bugale ba…
Ya ! Ar re, ar re-goshañ
– Ar re-goshañ
Vïe tapet d'okup(iñ) da 'r re-vihen !
– Hag ar re-vihen 'h ey da-heul
Voilà !
Ya sur 'ha !
Ya-ya-ya ! Mo(d)-se…
– Med lod vije 'n-om okup(iñ) deus ar c'heseg 'e da unneg la
Ah ben ouais
– Da unneg la ma klêt 'e
Me zo bet ha oan ket 'zhpenn, oh ! Pemz(e)g, c'hwezeg, c'hwezeg vla oan (me)mestra ! Pugur ma zad oa ket kreñw 'nèoñ ! Heñw vïe klañw alïes ! Ha nin oa peder merc'h, set(e) pugur oa kim(ed) merc'hed toud, eh beñ vïemp tapet da labour(a)d ga'r c'heseg ha me oa an heñi goshañ ! Ah ! Sete vïen 'labour(a)d ga'r c'heseg ba'r parkeier heñ !
Ya !
Holala ! Vïen desket ga papa neuhe da glwedañ
Ya
An oged vras
– An oged vras
Ya-ya-ya !
Ha kàer vïe lar(e)d din :
« C'hwi dapo un dro bell ! » Lar papa, « c'hwi dapo un dro bell »
Med g(a)nin wechou ma dapen ket an dro bell ha cheñch tu
– Ah ! Vïe lüiet, vïe lüiet
Cheñch tu d'an oged !
– Ah ! Cheñch tu d'an oged, ya
Sè vïe daw mond d'ar gêr :
« Ale papa ! Daw doc'h dond ! D(a) chikour »
Ah ya !
Ah ! Ga'r rouler ha toud an dra-h(e) vïe, med oa ket (a) baotred ! Nin oa peder merc'h !
Ya
Ha oa daw chikour 'nèoñ raog da labour(a)d an dra-he
Beñ ya ! Sur 'ha !
Ah !
Ya
Ah ya ! Me lar doc'h, ya ! Ha me n'ounn ket (ha)g-eñw vïe des bottes neuhe ga'n dud c'hoazh…
– Vije ket !
Vije ket
Vije ket heñ !
Ah nann-nann ! Oh nann ! Nann-nann-nann
Ha boutou-koat ! Ha boutou-koat
An dra-he oa deut goud(e)-se kwa !
– Nann, vije peg an douar, peg !
Leun, leun douar duzhtu !
– Leun a zouar ! Peg ! Ha peg an douar dïonte !
Ah ya ! Stag, stag an douar deuh tro-dro d'ho poutou-koat, ya
– Ha pounner kwa !
Ha pounner, ya !
– Ha pounner ya, 'benn vije bet un' dija…
Holalalala ! Ya, ah ya
– Ha lod a'h ee war-droad 'e d'ar skoul ar mo(d)-se 'e
Ha ba'r skoul ! D'ar skoul
Ah ya !
– Ga o boutou-koat ha-toud
Ah ya-ya-ya !
Aha ya ! Ga'r boutou-koat, ya !
Hag des, des imperméables oa ket 'e d'ar mar(e)-se !
Nann, ar sac'h ! A hall bi ur sac'h
Ya, a hall bi ur sac'h war ho kein
Ah ya ! Ur sac'h, ar sac'h ludu-grich kwa !
– Ah ya ? Ya, ar sac'h ludu-grich
Ya, pugur a vïe gwraet toullou barzh ha lakeet ganomp dreist
Ya ! Beñ, ya
– Vije lakeet d'o(be)r ar c'hapuchon
Ya-ya, med ar re-he 'benn vé deg munut a vé gwlep-an-teil toud kwa !
– Gwleb-teil (a)darre !
Ya !
Ha chom gwleb pa'n de goud(e)-se !
Ah ! Pa'n de, ya
Pa'n de
– Ha dre ar gwinojennou oa
Oh ! Oh !
Ya-ya ! Ba… Nin oa ba Créac'h Madiec du-h(e) oa, oa c'hwec'h pe seizh kilometr neuhe deuh ar vourc'h
Oy !
Hag…
– Kei(d)-se ?
Ya ! War-droad bemd(e) teuemp d'ar skoul !
Oyow !
Hag a oa ur prad ba-lec'h oa dour, ur wachad-dour hag a oa-i mein, oh ! Dow wênn, oa un' pep-tu
– A-wechou vé risklet ba an dour
Red, red… Oa ket daw domp riskañ barzh deuh ar gouañ pé vïe glô war ar mein vïe gol, gwleb an treid
– Golôet
Golôet ga'n dour
– Dour, ya
Oyow !
Ha gwleb-an-teil ma zreid pa'n de toud goud(e)-se !
Ya, welet ket ? Chom ba'r skoul ar mo(d)-se pa'n de…
Ba'r skoul ar mo(d)-se pa'n de toud !
Brem(añ) (e)maint re vraw
Eh ya !
Re vraw !
– Bremañ oarant ket petra a zo mad kén…
Ah nann !
Ah nann ! Nann-nann ! N'ouzont ket, nann
Brem(añ) vegn kass(et) ga'n oto ha kerc'het ga'n oto
Ya-ya ! Duzhtu vé daw, deuzhtu vé daw chech, mond-maes deuh an ti ha d'an oto !
Duzhtu ! Duzhtu !
– An dud né owen bremañ 'e kwa !
Ah beñ voilà ! Oh ya…
– Da lesk o bugwal(e) ar mo(d)-se
Ya-ya, mechañs ya
Oh ya, n'eus ket moien d'o(be)r an dra-he kin heñ !
– Nann, deus pezh lare an dud, just a-walc'h, é blam 'n-om anee an dud a-raog
Ya !
Ya !
– Oa aes a-walc'h lesk ar vugwale da haloup(ad) ar mo(d)-se
Ah ya ! Med bremañ n'é ket héñvel, nann
Oh ya 'ha ! Oh ya ! D'ar mar(e) oa nin, nin haloupe heñ !
Ya, ya !
Petram renkemp chom ba'r gêr !
Med brem(añ) é renket diwoull 'nê, ya ! Oh ya !
Ya ! Ya-ya !
Ah ya ! Cheñchamant zo heñ !
– Ya, beteg re
Ya !
– Ya
Ya, ah ya !
– Vent ket leusket d'o(be)r mann e-bed kén…
Oyayayayay !!!
Nann
Ah ! Mo(d)-se (e)ma… Traou zo cheñchet toud hañ !
Ya
– Vé ket disket sort e-bed demp…
Nann… Nann-nann-nann ! Ah nann, vé ket sur 'ha !
Nann
Ah nann ! Ah nann…
– Oh ! Amañ zo mekanikou heñ !
Ya
– Ma heñi zo simpoc'h… Ahaha !
Ya, ahahaha !
– Eh ! Me, mate(s)e, n'on ket ken simpl ha te i(v)e, ahahahaha !
– Ahahaha ! War ur brank uhelloc'h
Oy ! Me meus choñj pé oamp ba'r skoul-ar-seurésed, ar re-he oa, ar re-he oa mechant 'Tin heñ ?
Mechant, ya !
– Ha mechant oagn ?
Ar re-he oa sévères ! Holala !
Ya
– Reut ?
Ya
Holalala, ah ya !
– Ar skol-seurésed oah ho-tiw ?
Ya ! Ah ya ! Me oa 'e, ya, ba'r skoul-ar-seurésed 'e
Ba'r velaien amañ ba'n trec'h
Ba'r veleien amañ
– Ur gouent é ?
Lojet, kass(e)t da…
Lojet, lojet oamp !
Ya-ya !
– Ha lojet oah c'hoazh ouzhpenn ?
Ah ya !
Ya ! Ya, med me oa re bell ! C'hwec'h kilometr deuh ar vourc'h…
Beñ ya ! Nin, me oa 'e mem-mod 'è, beñ ya…
Ya ! Me (e)mon ket war-hent gate ?
– Nann
Nann ?
– N'oc'h ket, ahe oc'h mad
Nann-nann, an dra-he zo… Nann-nann
– Mad-tre
Hag meus choñj pé vïemp 'hond neuhe da di-mamañ mïemp ur bann(e)-kafe petram ni yêmp d'hom lein, ni yêmp toud (a)ssames en(e) ha vïemp 'lared da mamañ :
« Ah ! Nin zo bet dresse(t) ba'r skoul ! Ar seurésed, ar re-he oa sévères ! Ah nin zo bet dre… »
« Ale-ale ! Roêt peuc'h din ! Deskiñ (a)han(o)h da labourad neugn gwraet 'e ! »
Ahahaha !
Voilà la réponse ! Atô ! Atô vïe lar(e)t an dra-he domp !
– Kuit da glemm
« Roêt peuc'h, rôet peuc'h ! Deskiñ (a)han(o)h da labourad zo gwraet 'e ! »
– Ya, n'oc'h ket sañset da glemm
Nann
Nann ! Nann, oa ket droad ! Oa ket droad…
Oa ket droad da glemm !
Oh ! Na ket emm, oa ket emm d'ond da glemm pé yêh d'ar gêr, pugur oa bet… Ah nann !
Ah nann ! Fei nann !
Nann-nann ! Ma pïe bet un taol-dorn ba'r skoul neuhe pïe un'-all ba'r gêr !
– Ya, ba'r gêr 'hat !
Ma herfe lar(e)d kwa ! Ma hefe lar(e)d, ya…
– Kemend-all c'hoazh ! Kemend-all neuse vise rôet peuc'h c'hoazh…
Ya-ya !
– Ah ya, med p(e)-rag, p(e)-rag peut gwraet neuse, 'benn, 'benn zo rôet dec'h !
Wei !
– Faote ket, faote ket dec'h lar(e)d kwa !
Nann
Ah beñ nann-nann-nann-nann ! Nann-nann-nann-nann ! Ma 'h efemp da lar(e)d, oyoyow !
Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h
– Ha lann vis(e) ràet kerkoulz d'ar c'herseg ha d'ar lon[ed], ha d'ar saout ?
Ar ?
– Ar lann ?
Lann, meus ket gwel(e)t 'h o(be)r an dra-s(e) gwech e-bed, med bet zo bet gwraet heñ ! Raog, raog oa evolüet ar c'hampagn un tamm, ya… Beñ ya, pigur vis(e), oa mïoc'h lann ba'r parkeier 'vid, 'vid melchon ma peus c'hoant kwa ! D'ar mare-se ! Seto vis(e) daw 'h o(be)r un dra menneg ga'r lann da reiñ, reiñ, drailhañ lann d'ar saout, d'ar c'herseg. Meus ket bet gwel(e)t 'h o(be)r gwech e-bed. D'ar c'herseg, ya, med pass d'ar saout
– Ah bon ?
Nann
– Ha ar lann tàè deus ar c'hleuñiou ?
Deus ar parkeier !
– Ah deus ar parkeier ?
Ah ya gast ! Had(et) vis(e) lann ba'r parkeier
– Ah bon ?
Ah ya-ya-ya !
– War ar c'hleuñiou…
Ha ar lann vis(e) troc'het pé vis(e)-heñw dow la
– Ya
'Benn-neu'n vis(e) u(he)l ar mo(d)-s(e) ha vis(e) troc'het, ur garg-lann 'vi(d) ar c'herseg
– Ha vis(e), ha vis(e) rekuper(e)t ar greun ga ur parplu ? An dra-s(e) meus klêt
Ah ! An dra-s(e) meus ket gwel(e)t 'h ob(e)r 'hat !
– Ah bon ?
Oh nann ! Nann, meus ket gwel(e)t 'h o(be)r
– Ha peus ket bet klêt an dra-s(e)
Oh nann ! Med, med ka(ve)t, ka(ve)t vis(e) had-lann ba-ti ar marc'hadourien-greun !
– Ah bon ?
Ah ya-ya-ya ! D'ar mar(e)-se lod lakè lann ba ur war(e)mm pe un dra menneg 'vid rekuperiñ ar greun heñ !
– Ha ur parkad-lann na ket un hano spessial ? « Ur lanneg », an dra-s(e) peus klêt ?
Ur parkad-lann ?
– Ya, klêt peus lar(e)d « ur lanneg », peus ket klêt ?
Nann, ur parkad, nann ur… Nann ur parkad-lann, nann, ur waremmad-lann
– Ur waremm(ad)-lann ?
Ya, med pass un hano spessial deus, deus, deus ar lann heñ !
– Ur waremm(ad)-lann vé gwraet doc'h ar…
Beñ ar lann vis(e) lak(et) kontuni ba ur, ba-lec'h oa ket kalz kourr(e), douar peus-fall kwa heñ ! Ba-lec'h oa ket voien kàer dé gaoud traou-ell, petram sterd dé labour(a)d, vis(e) lak(et) lann, voilà !
– Ya
Hezh vo ka(v)et d'o(be)r un dra menneg gantoñ
– Wa'r rojeier
Voilà, wa'r rojeier alïes, vis(e) lak(et) ar c'harr ba lost ar ros, ale hop ! Ha lann barzh, vis(e) troc'het ha traou barzh kwa ar mo(d)-s(e)… Ar mo(d)-s(e) vis(e) gwraet
– Ah ya
Med goud(e)-se ur park-lann, nann, ur waremm(ad)-lann, ur parkad-lann, nann. An dra-s(e) meus ket bet gouïet hano (e-)bed deus, deus ar parkad, na na ur mod-ell 'è. Ur parkad-ed, ur parkad-gwinizh, ur parkad-kerc'h, ur parkad…
– Ha gwech-ell, pe-sort mod zigoueè an treou pé oa ur veuc'h 'hal(añ) ?
Ur veuc'h 'alañ ?
– Ya
Ya, beñ lar(e)t peus heñ : « Ar veuc'h zo klass alañ », ahe (e)ma toud…
– Ha vich(e) ket chikour(e)t ?
Yao ! Alïes, oh yao ! Wa'r c'hampagn vis(e) chikour(e)t ar veuc'h dé al(añ) heñ ! Vis(e) fouilh(e)t ha gwel(e)t hag-eñw (e)ma mad he dreid, vis(e) lak(e)t ur gordenn war tr(o)ad ar leue ha chikour(e)t (a)nèi dé al(añ), dé zigass ar leue ar mo(d)-s(e) kwa heñ ! Med hag ar re-gozh ouïè ar jeu a-peu-prè deus an dra-se, boñ…
– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h « le placenta » ?
Ar gwel(e) ! Gwel(e) ar veuc'h, gwel(e) ar leue
– Ha « le cordon ombilical », hem(añ) na un hano ?
Ar be(g)el
– Ar be(g)el
« Troc'h(et) peus ar be(g)el ? Troc'h(et) peus e be(g)el daoñ ? »
– Hag an dra-s(e) vis(e) lar(e)t kerkoulz 'vid an dud ?
An dra-s(e) 'è, 'vid, doc'h an dud vis(e) lar(e)t, ya. « Distagañ (a)naoñ » larè lod-ell, ar be(g)el, ar machin ar mo(d)-s(e) kwa heñ ! Med doc'h an… Ar mo(d)-s(e) vis(e) lar(e)t heñ !
– Ha oa ket ur mekanik dé hal(añ) ar saout ? An dra-s(e) meus klêt
Oh ! Ya, med boñ, pfff !
– Pet(r)a oa an dra-s(e) just ?
Une vêleuse kwa ! Vïe gwraet ur vêl[euse], ya… Med opopopop ! An dra-s(e), an dra-s(e) oa, ma peus c'hoant, gwech-ell oa, matre'n oa daw bi digouêt d'o(be)r traou ar mo(d)-s(e), med ar, an tammou añjeñiou, ar re-s(e) oagn ket mad (ne)med dé hrev(iñ) ar saout (a)nê !
– Pet(r)a peus lar(e)t ?
Dé hr, dé hrev(iñ) (a)nê
– Ah ya
D'ar mar(e)-s(e), me meus, meus ket gwel(e)t, med klêt meus mé dad lar(e)d d'ar re-ell, oh ya : War-lerc'h les années 45 ah(e) gis-s(e), war-lerc'h 45, 'benn-neu'n oa komañs(et) an dud da, beñ war-lerc'h ar bresel oa gwel(et) kalz traou !
– Ya
Ha an dud na bouj(e)t un tamm, ar re oa wa'n oad oa bet ba'r bresel, oa bet prisoniad, na gwel(e)t ba b(e)-lec'h-ell pe-sort-mod basseè an traou
– Ya-ya
Ha na digass(et)
– Treou modern
Joñjou ne(ve) ba'r, ba'r vro ma peus c'hoant. Hag 'è ar pezh oa, ar pezh na gwraet é komañs(et) dé amelioriñ ar rass ar saou(t)
– Ya
Gwech-ell oa kemed an tammou saou(t)…
– Saout-ru ?
Ya, saou(t)-ru, pie, pie bretonne tammou ha peuhh ! Melañj(et) toud ar rassou ha sertenamant vis(e), vis(e) kass(et) ar veuc'h d'an tarow, un tarow penn-kerniou daoñ 'vel n'ounn ket pet(r)a ha' ree ur leue doc'h, un tamm a (???) vis(e) ket an tarow machin, oa ket rass (e-)bed ha' ree ur leue doc'h, meuh ! Dé hrev(iñ) ar veuc'h kwa heñ !
– Ya
Ha ah(e) vis(e) daw kaoud ur vêleuse ba-dreñw, ur veléres. Ah ya, med ar veléres tàè 'hat ha chech war'naoñ ha torrè ar bassin deus ar veuc'h, beñ pa kemed lahañ (a)nèi ha profit(añ) (a)nèi war-lerc'h kwa heñ !
– Ah ya
Ar mo(d)-se oa
– Trist oa
Ah ya ! Ar mo(d)-s(e) oa digouêt, ya. Hag an dud na komañs(et) dé, d'amelioriñ ar rassou, ar leueou, pé tàè-hè war an douar, vis(e) un tamm mat bihannoc'h ha aessoc'h dé alañ, seto oa ket de la casse kin !
– Ar saout holstein, ar re-s(e) hal aes hañ ! Me meus bet gwel(e)t ur veuc'h holstein 'hal(añ) hi-hun
Ah ya !
– Hi-hun !
Med ar re a, 'vel re Honoré ah(e) ba'r parkeier, re, n'ounn ket pe-sort rass é ar re-s(e), blondes d'Aquitaine pe charol[aises], n'é ket charolaises, un hano-ell neus-hè. Med ar re-s(e) vé 'al(añ) o-hun ha deñn e-bed tà dé wel(e)d heñ !
– N'é ket « des montbéliardes » ?
Nann, oh nann ! Holala ! La montbéliarde, oh nann
– Ba, ba Kergloff meus bet gwel(e)t « montbéliardes »
Matre'n ya, med off… N'eus ket, n'eus ket élevage deuhoute dre-am(añ). Nann-nann ! Races à viande kentoc'h é ar re-m(añ) la charolaise heñ ! Ha la limousine neu'n, ar re-s(e)… Med ar re-s(e) vé les(ket) o-hun dé al(añ) heñ !
– Ya-ya
Me meus kalz kamaraded wa'r maes, ahe lar-hè neugn matre'n kant beuc'h, n'a ket-hè war-dro heñ ! Debrouilh ! Ar rass so ah(e) gis-s(e) hag ar sélection, vé les(ket) un tarow sélectionné gat(e) d'o(be)r reproduction ha vé ket la casse na mann e-bed
– Ha pé oa marw ar loue, pet(r)a vis(e) g[wraet], vis(e) lar(e)t ? « Un veau mort-né quoi »
Ya, beñ ma… An dra-s(e) zigoueè ha zigouev papred 'è 'hat !
– Ya
Lar, lar, lar, marw gan… Marw é-heñw, med 'barzh oa'ñw gan(e)t oa'ñw marw kwa heñ ! Voilà
– Ya ha…
Petram marw 'n-or hal(añ), 'n-or alañ. Ar c'herseg oa memes-mod 'è heñ ! Ar…
– Ya-ya
Ar c'herseg, ar c'herseg 'labour(ad) wa'r maes ah(e) gis-s(e) hag ar re-s(e) vis(e) kass(e)t wechou, ar gaseg d'ar marc'h, memes-mod, un tamm marc'h-kampagn ha' ree ur mell heubeul doc'h, ale ! Grev(et) ar gaseg 'n-or al(añ), 'n-or « troïñ » vis(e) gwraet doc'h an dra-s(e). Med keid-s(e), ga'r c'herseg 'n-or labour(a)d oa ket re risk(l). Mïoc'h oa pé oa komañs(et) an trakteurien, oa daw bi 'h aretet ar c'herseg dé labourad dé gaoud heubeulien, pigur hrevè-hè toud !
– Ah ya
Na ket-hè, zepañsè ket-hè tro-walc'h énergie kin, an eubeul tàè, brofitè toud hag an eubeul vis(e) pell re hross 'vi(d) ar gaseg dé zigass (a)naoñ war an douar kwa !
– Ah ya ! Gwelloc'h oa lak(ad) ar, ur gaseg dé labour(a)d kwa !
Exact !
– Ah bon ?
Ya, an inverse deus ar, deus ar, ar chevaux de selle quoi hein !
– Ya
Ar re-s(e), n'eus ket dañjer (e-)bed gat(e), med ar chevaux de labour, ma labour ket : Diwall ! Diwall-diwall-diwall !
– Ouïèn ket
Ah yeo ! Med brem(añ), goud(e)-se, goud(e)-se neu'n zo, brem(añ) zo des chevaux de labour ha labour ket-hè kalz 'vid 'n dra-s(e) ha vé heubeulien ha vé ket la casse gat(e). Ha blam ar rass neus amelior(e)t hag toud la génétique na 'n-om lak(et) en place dé ziwall da pass kaoud heubeulien re vrass
– Ya
Na re kosto dé zond war an douar kwa ! Ba-lec'h gwech-ell, eh beñ ar marc'h 'h ee wa'r gaseg ha choukè un' dèi hag e oa ket rass (e-)bed na foutr na rien, med 'n eubeul 'benn, 'benn oa'ñw prest dé zond war an douar, beñ oa ur sacré luron ! Ah ben ouais ! Hag ur gaseg, ur gaseg neus nerzh heñ ! Ur gaseg, me meus gwel(e)t un', ba-ti, ba-lec'h (e)moc'h 'chom brem(añ), ba-ti Guichou, tad Gabi sè. Memes-mod 'è, me meus joñj doc'h an dra-se, oan peus-yowank, oan bet ga mé dad ba-en(e) 'chikour (a)nè war un dra menneg parce que wa'r c'hampagn 'n-om jikourèmp kwa heñ !
– Ya
Ha tad Gabi lare :
« Oh ! 'Hond dé droïñ (e)ma'i, med (e)ma ket mad (a)nèi, (e)ma ket mad (a)nèi ! Deuet da, et dé wel (a)nèi, dam neu'n ! Damp dé wel (a)nèi c'hoazh a-raog mond d'ar gêr 'ta ! » Lar-heñw « matre'n mo emm un taol-lañs »
Ha 'benn-neu'n oa deuet, oa-hi 'hond, 'hond dé zigass an eubeul kwa heñ ! Oh maleur ! Ken 'h ee e dreid ba'r wareg, ar mo(d)-s(e) skoiè. Ha na ket gall(e)t, tad Bernard oa deuet 'è, ha tàè ket 'n eubeul, kar re gross oa-heñw, med pouss(et) na-hi, hardi ! Hardi ! Eh beñ sert(e)namant na-hè pet(et) ar gwazhïou ba'n tu-dibarzh ha div eur war-lerc'h : Fuitt ! Hémorragie interne ha marw
– Ha oa marw
Voilà, an dra-s(e) oa le malheur des chevaux de labour d'ar mar(e)-s(e)
– Ha viche ket gwraet « des césariennes » ?
Oa ket deuet ba'r mod c'hoazh
– Nann
An dra-s(e) oa les, 'vel vé gwraet doc'h an dra-s(e), deus tu les après tracteurs, pé oa deuet an trakteurien kentañ wa'r c'hampagn, an dud zerc'hè un neubeud kerseg dé labour(a)d, ma'hat ree re boan dê gwezh(ed) o gerseg ha vis(e), vis(e) ràet un eubeul d'ar gaseg, ah ya ! Med la casse oa deuet vounnus heñ !
– Ya
Holalalala ! Seto, 'benn ar fin, toud an dud na kompren(et) an dra-s(e). Ale hop ! Ha oa deuet les scientifiques neu'n dé, war-dro ar, 'vid, 'vid derc'hen ar rass, oa, oa, oa gwellêt la génétique 'vel vé lar(e)t 'è kwa heñ !
– Ya-ya, seleksionet oa kwa !
Bah, sur a'hat ! Ha diwall surtoud dé, dé… Eñsemin(añ) (a)nê vis(e) gwraet war-lerc'h, seto vis(e), vis(e) eñsemin(et) ar pezh pa c'hoant heñ ! Vis(e) ket lak(et) ur biketen d'ar gaseg, med boñ… Sañs(et) dé gaoud un eubeul bihannoc'h kwa heñ !
– Ya
'Vid pass kaoud la casse na, na traou ar mo(d)-s(e)
Fenos vo laket un tamm añrejistramant berr bet gwraet ba-ti É. ba Skrigneg assames ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
J. É.
Me meus ket bet gwel(e)t gwich e-bed !
Meus ket bet debet biskoazh !
Nann ! Dre-amañ gi-mañ, houzoh walc'h
Nann, memes an tomatou oa divêt
Ah daon ! Divêt ya ma'hat !
An tomat matrehe oa, oa 'n-om ga(v)et en, en 1950 pe un dra mennaket ar mod-se
Oh ! Ya, un tamm benneg a-raog, pugur
Pass kalz
Me meus choñj…
Choñj a meus a oar 'tornañ ha oa a-blassou oa ma zad 'tornañ hag a ouïe ket petra oa an dud…
Ah nann !
… P(a) oa, pa oagn aet da, p(a) oa laket tomat dê…
War an daol lec'h oa kwa !
War an daol, oa toud an dud 'houll petra oa ar re-he
Ah ya ! Ma ameseg din-me zo, euh… Seizh
Ah ! Te heus un' ahe zo kozh !
Ya ! Ha hoñ oa aet d'ar bourk ur wich da di Vrenk-Mari Simon ha na gwel(e)t…
Pe oad é deja ?
97… Hag a na gwel(et) avalou ru :
« Oh ! » Na joñjet, « me zo 'hond da brenañ dow 'e, kar damaig ka(s)i-sur ar reñ-h(e) so mad 'benn eint ru mod-se ! »
Ya, med krog oa d(a) zibiñ 'nê 'n-ur zond d'ar yêr ha na ket ka(v)et mad 'nê ha chitet 'nê ba'r harzh !
Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oain ga Simon Pellequer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
- Me - Simon
É.
Me ree marichal deuh ma gwas pa welen 'naoñ, parce que ba'h an ti oan o chom a-raog il avait fait tout le fer forgé, j'avais une rampe en fer forgé avec les volutes et tous les trucs ha na gwraet an dra-he toud digentañ, sete meus gwelet pe-naos a ree, pe-naos pa vent tommañ les soudeurs et tout, il avait appris la soudure à l'armée
– Petra oa e, e vicher neuhe ?
Ah fidandoue ! Ma vefe red…
– Yann ar mil-vicher
– Ah ya ?
Ma vefe red diñ lared dit petra oa i vicher, n'ounn ket pe-lec'h komañs ha pe-lec'h echüiñ. Eo ! Komañs, komañs ha na komañset na da… Pedur oamp 'telc'hen ur feurm : Labourer-douar
– Ya
Hañw barzh ti i dud, kara ? Ha goude… Med goude ! Goude, pudur omp aet da chom d'ar broiou da Versailles
– Ah ya…
Da zigentañ oa aet à la recherche agronomique de Saint-Cyr ha oa aet, oa ambochet ene da zigentañ 'vid o(be)r des expériences, mé-keres, da hadañ traou, da hadañ ed, da hadañ traou da hoûd, rengennou da hoûd petra é, oa ar gwellañ, petra, pe-naos…
– Klask kwa !
Voilà ! Na komañs(e)t ene. Med oa ket bet (ne)med c'hwec'h mis, pudur oa ken inouet ! Un dèn 'tond diwar ar maes mond ene da vrikoliñ, d'o(be)r traou mo(d)-se, lare diñ :
« Ma Doue ! Ma chomiñ a(ho)nt » lar diñ, « 'h iñ sod ! »
Bon ! Sete goude neuhe é aet chauffeur de bus à Versailles ha ene oa ket bet (ne)med c'hwec'h mis 'è ! Ah ! Ha oa… Eh ! Pa oa bet c'hwec'h mis lar :
« Med n'é ket possubl ! » 'N-hin(i) a lar, « diñ passeal ma amzer pourmen » lar « intronésed ga, 'hond d'ar marc'had hag a vé o sakochou gate leun ! Ha ga kement a draou ba o sakochou, an disterrañ taol-freñ : Brouff ! War-hent ! »
Sete oa ket bet (ne)med c'hwec'h mis ene neuhe (a)darr(e)… Ha goude neuhe é aet dans les terrassiers paveurs de Versailles
– 'Benn ar fin oa ket blam oa sterd daoñ, med blam oa re aes daoñ kwa !
Re aes 'n-hi(ni) oa daoñ ha vije inouet ! N'é ket ar stertañ oa…
– An dra-he oa ket labourad oa
Oh ma Doue ! Ma Doue ! Se zo kaos, laron dit, oa aet dans les terrassiers… Sete ene neuhe pff ! Matrehe é bet ur bla pe ur bla hanter, 'vel a lare :
« Dalc'hmad a ziskoñ un dra mennañket ! Forz pe-lec'h basseal ahe, dalc'hmad a ziskoñ » lar diñ « ha toud ils ont des avantages et des inconvénients, tous les métiers, n'importe lesquels »
– Ya-ya-ya ! Med inouet vije founnus a-walc'h
Med inouet a vije vounnus a-walc'h… Ha oa ambochet neuhe chez un marchand de matériaux ga ur pezh kamïon da gerc'hed sabren, da gerc'hed simen, da gerc'hed…
– Trañsportañ traou kwa !
Trañsportiñ traou ! Sete ene 'ha é bet, en(e) é bet, oh ya ! Ma'hat é bet c'hwec'h pe seizh la hag an dra-he na rentet kalz a jervich demp…
– Ya
'H añw, me 'h a da gontañ ma buhe dit…
... Rentet kalz a jervich demp, pedur, 'vel a lare, pudur toud interesse 'naoñ ! Ha kirivus 'è hag a blije daoñ goull diga an dud pe-naos ! Be zo kalz ha' na houllont ket, pudur an hi(ni) a houll, ah beñ na oar ket
– Med an heñi na houll ket, na oar ket 'e
Me(d) an hi(ni) houllo ket 'n-hi(ni) chomo ginoweg pad i vuhe !
– Ya, ehe !
Ahahaha ! Ya, hemañ a houlle pe-naos a vé gwraet an dra-he ha pe-naos…
– Med memes 'n-ur gaojeal é memes-mod, lod, kalz deus an dud n'houllont ket ma negn ket komprenet !
Med an dra-he zo kirivus memestra ! Daon ! Me ra ginoweien ga'r re-he !
Setu a houlle neuhe war ar chantier, eh ! Heñ ? Pa vije gwel(e)t pe-naos vije, vé… Spont é gwel pe-naos é, pa gonte din deuh an noñs, kara, pe-naos… Setu p(a) é bet ur reujad a memp prenet ur broust, meump gallet preniñ un tamm broust tal-kichenn Rambouillet
– Ur broust ?
Ur broust : Une petite forêt ! Mamp prenet un tamm broust bihen
– Ah ya ?
Ya ! Ha pudur ni oa 'chom ba Versailles, oh ya ! Med à chom ba'h un, ur pezh ti bras hag ur pezh ti ha' oa prest da goueo !
– Ah ya ?
Ehe ! Pudur dalc'hmad ba'h ar c'hêriou so bet poan 'è kaoud lose(r)is ! Vij(e) ket ka(v)et lose(r)is 'ta ! Ene mamp ka(v)et dow biess ba'h an ti-se ha na gouste kajimant mann e-bed demp ! Oant ket 'vid goull, houzoh walc'h, pedur c'était déjà tellement insalubre le…
– Ah ya…
Heñ ? Sete ma gwas a lare :
« Meump kemed chom amañ » lare « c'hwec'h pe seizh la » lar « pudur ahe dïannañ meump sort e-bed kajimant da bêo ! Hag ar c'heid-se 'h amp da breniñ un tamm broust ha me 'h a d'o(be)r un ti ba'h ar broust »
Hete é pren(et) ar broust ! Ha hañw oa aet i-hun da wel pe-lec'h gavche un tamm douar daoñ, daoñ da gass deja traou warnoñ, mé-keres, ha' ga(v)e war les chantiers. Traou hag a vije…
– Vije fouetet kwa !
Vije, vije lak(et) a-goste pe pa vije chetet a-goste, sete hañw a houlle… Lar a ra :
« Pa vé goullet, pass taped james heb goull ! Ha pa houlli… »
– Ah nann, an dra-he so làerezh
Non seulement vije rôet ur bern traou daoñ ha… Ha beb, ha fin ar su(zhu)n, pedur na, ni oa aet 'vid labourad, pa vije goull(e)t digantoñ mond du-m(añ) ha du-(ho)nt, james na revuse hag a na goull(e)t diga'r mestr 'hañw oa moien daoñ da brestiñ ar c'hamïon daoñ fin ar su(zhu)n da drañsport i draou ! Na keme(d) kass ar c'hamïon gantoñ da drañsport i draou
– Ha peus gwerzh(e)t ar broust neuhe ? Peus ket kin ?
Ah go(r)tos ! Setu p(a) é pren(e)t ar broust a meump gwraet ur loch ba'h ar broust, demp d'ond d'ar sul ! Pudur mamp, mamp dow (a) vugale hag ar re-he vije kontant ma haotr-kaezh-m(añ) ! Pudur ba'h ar broust oa gwe ha-traou hag a teue kamaraded gate d'ar sul hag a blije dê beañ 'c'hoa(r)i, houzoh walc'h, ba'h ar broust ha ba'h ar gwe ! Sete oa gwraet ur c'haban ha ba'h ar c'haban oa laket un (pe)tit Mirus d'o(be)r tan, ur Mirus, c'est, c'est…
– Un petit poêle à bois
Un petit poêle à bois, ouais, qui chauffe la pièce ! Ha d'ar sul memes teue kamaraded daoñ da joukour 'naoñ, heñ ? Hag pudur an daol vije mad dalc'hmad, pedur, houzoh walc'h, a mamp aes ! Pudur deja mamp ket da bêo ar lose(r)is na mann e-bed
– Oa ket treut an daol kwa !
Oa ket treut an daol hag an dud, pa vé ket treut an daol, teu, a teu da joukour (a)han(o)h
– Ah ya
Sete oa memes tapisset 'e ga paper an tu-barzh, sete ni oa gran ene da basseal ar sul ha…
– Ya-ya-ya
– Gan petra oa savet un ti neuhe ? Gan parpaing pe… ?
Ah ya, med goude ! An dra-he oa d(a) zigentañ
– Un tamm loch bihen oa
Un tamm loch gwraet ga koat, koat toud ! Med goude neuhe neus gwraet un ti ha oa ket bet 'tiskiñ ! Gwraet neus un ti ene goude, sa(v)et un ti ha-toud, une maison à quatre pans comme ça se fait là-bas, hein ? Avec du moellon et des choses comme ça. Hag pedur mamp un' hag a teue da joukour (a)ha(no)mp, heñ oa meunu[ser], ameunuser ! Sete hezh a neus gwraet an toennou ha laket toud ar prenisti ha toud an traou… Sete é sa(ve)t an ti ! Ha mamp ket bet renket prestiñ arc'hant na sort (e-)bed, tamm-ha-tamm ar mo(d)-se
– Ya, gwraet ar jeu kwa !
Gwraet ar jeu ! Se zo kaos pa oa echou an ti, naw bla dïannañ oamp bet ene, a-raog oamp bet c'hwec'h la barzh Versailles, sete goude neuhe meump, un devezh ma gwas a lar :
« Ha ma lakefomp an ti in gwerzh 'è ? » Lare-hañw mod-se, « daoust ha petra dalve ? »
[…] Ya, sete mamp laket an ti in gwerzh
– Ya
Hag a oa deut, pfoah ! Oamp ket bet teir su(zhu)n oa gwerzh(et) an ti !
– Ah ya ?!
Ha kalz arc'hant c'hoazh azhpenn d'ar mar(e)-se
– Ah ya !
Pudur an dra-he oa en 68 ! Pa oa la revolussïon barzh Paris, houzoh walc'h
– Ya-ya-ya ! Peus gwerzhet an ti ha aet-kuit
Sete é gwerzhet an ti pemzeg milïon, p(u)dur an dra-he oa, vije kontet ar mod-se d'ar mar(e)-se
– Ya-ya-ya ! Ha ga… Ya, luriou kozh kwa !
Ya ! Luriou kozh, pemzeg milïon ha pedur mamp ket gwraet…
– 150 000 francs
… Prê e-bed na sort e-bed, pudur na gwraet 'naoñ (???). Sete mamp kalz arc'hant 'ha ! Houzoh walc'h, sete neuhe zo deut da joñj demp da zond war hom c'his dre-amañ. Sete ahe neuhe a meump, barzh Plourin omp bet neuhe pad p(ev)arzeg la
– Ah ya ?!
Ah ya ! De, de 69 à 84
– Ha oa sa(v)et un ti ba Plourin 'è ?
Ba Plourin neus sa(v)et un ti-all !
– Ah ya ? Ahaha !
Ha sa(v)et un ti-all ha me lar dit n'é k[et]…
– Blam se neuhe amañ oa aesetoc'h daoñ
Ha hemañ oa kemed an dri di daoñ !
– Ah bop poup…
Ya ! Sete p(a) oa 'n-om ga(v)et ahe a mamp arc'hant da brenañ an aplassamant ! Ha pedur mamp owen da goll hom arc'hant, houzoh walc'h, kar kalz a lare :
« Holala ! La dévaluation »
Neuhe toud an dra-he
– Ya-ya-ya
Hete hemañ lare :
« Me a'h a da, 'h a da lakad o(be)r plañ an ti ha 'h a da gomandiñ toud an traou d'o(be)r 'naoñ ! »
Ha neus komandet toud ar c'hoat a meump laket ba'h ar feurm ti i dud, oagn livret ha toud ar pezh a goñserne o(be)r an ti, pedur…
– Ya-ya-ya, a-raog, a-raog vije dibrijet kwa !
A-raog a vije, blam pass koll an arc'hant
– Ya-ya
Hag a neus laket toud an dra-he 'goste ha hañw neus 'h aretet pad c'hwec'h mis, neus ket klasket labour mé-keres
– Blam d'o(be)r an ti
Blamed daoñ da gomañs o(be)r ar c'haw deja ! Na gwraet ur pezh kaw ha omp bet ur bla à chom ba'h ar c'haw. Gwraet ur chiminal ba'h ar c'haw ! Laket ar radiateurien ba'h ar c'haw ! Sete oamp 'vel rouaned ene ba'h ar c'haw ene (ne)med-seped ar c'haw zo interret, oa kemed prenisti bihen 'e mod-se d'an nec'h. Me meus choñj, un devezh, un' deuh ar vugale oa klañw ha oa deut ur medussin ha na gwraet partoud an dro 'klask aha(no)mp
« Daon ! Pe-lec'h (e)maint o chom ?! »
Pe-lec'h… Vije ket gwel(e)t ! Pudur oamp ba'h ar c'haw toud 'e ha 'n-om ga(v)et soueet :
« Ha (e)maint o chom ahe ! » Lar « ba'h ar c'haw ?! »
Ba… Oh ! Eh ! P(a) é aet da wel…
– Ya
Med daon ! P(a) oa 'n-om ga(v)et e-barzh, ene oa tommoc'h 'vi(d) a ga(v)e daoñ
– Gran an traou memestra
Ya ! Boñ ! Setu mamp aes neuhe d'o(be)r an dra-he toud ! Mamp prenet un oto, prenet un oto ha prenet toud ar meurb da lakad ba an ti ha c'hoazh a chome arc'hant ganemp
– Gwell-a-se
Hag e-se me lar dit ! Heñ ?
– Hag an dra-he oa ba ti…
Barzh Plourin, set(e) d(a) zigentañ omp bet c'hwec'h mis ahe his-se ba'h an ti bihen ahe, ti ma zad. An ti oa da ma c'hoar, hom(añ) oa chom barzh Paris hag a teue ket ahe (ne)med deuh an hañw
– Ha neuhe, 'benn ar fin, pugur na, pé na gwraet dow di dija ouïe an doar(e) blam d'o(be)r un ti mad
Ma daon ! Ah daon ! Ah…
– 'Benn ar fin peus, peus delc'het an ti prop kwa ! An ti propañ toud kwa !
Ya, me(d) ar re-he meus gwerzhet blam(e)d da reiñ arc'hant da ma bugale da bren(iñ) o zi, pa nagn emm. Sete goude neuhe ha hañw oa ket bet (ne)med c'hwec'h mis ha deja oa deut un' da glask anaoñ d'ond da labourad war i chanter
– Ah ya ?
Ya, ma'hat pa na gwel(et) 'naoñ labourad, ma'hat na joñjet :
« Un' ar mod-mañ a vank diñ ! »
Sete oa aet ha goude, n'onn ket petra oa bet etresso, neuhe un tamm jeu oa bet gate, oa n'onn ket blam da ba-rag just a-walc'h hag oa ket chomet gantoñ ha goud(e) é aet da di ur marc'hadour-gwin ! Sete eh ! Ha goud(e) é aet neuhe d'ur vagajin, La Morlaisienne, an dra-he oa bet pad seizh mis à tiskiñ, pedur oa goull(e)t digantoñ mond da ramplassiñ 'n hi(ni) a'h ee in retred ba'h ar garaj, 'vid 'n-om okupiñ deuh ar c'hamionou ha pudur interesse 'naoñ… Ha koulskoude oa e(rr)i deja 'ha un oad mad, med pudur interesse 'naoñ 'n-om okupiñ deuh an otoiou hag ar c'hamionou hag an traou… Het(e) é bet pad seizh mis 'h o(be)r i CAP ha…
– Tueet oa
Ah ! Tueet a oa !
– Ya
Ya ha bet oa 'è, pa na gwraet an ti kentañ oa bet pad c'hwec'h mis 'è à l'école de maçonnerie et de carreleur… Ya, pa na gwraet i di !
– Ya
Ha mond da houll diganin an de-venoñs pe-sort micher neus gwraet ! Ouais-ouais ! Eh puis ça ! Il a fait ça, il a fait…
– Ah ya ?
Oui ! Il a fait l'horloge là hag ar…
– Ameunuser i(v)e kwa !
Ya-ya-ya ! Hag an norejer ahe toud ! Ha la bibliothèque neuhe ba'h ar foñs ! Hag amañ hi-mañ oa sañset 'è, deut oa ar c'hoat 'vid o(be)r ar re-he, med me oa skuizh 'ho(r)tos !
– Ahahaha !
Eh !
« Oh ! » Ma lar(e)t daoñ
– Préss war'han(ou)t
« 'Benn ur bla, amañ hi-mañ, mo ket ! »
Oa daw, oa ket 'vid taped partoud ! Eh ! Ha sete me lar daoñ :
« Oh ! Me a'h a, me a'h a da, da gomandiñ ! » Laron daoñ, « o(be)r ri ar re-he da un' bennañket-all »
Ah ya ! Me lar dit ma ket passianted kin da ho(r)tos ! Hag an daol amañ hi-mañ 'è, toud an dra-he, an dra-he c'est de l'if gwraet deuh ur wênn deus ti i dud
– Pet(r)a vé gwraet deus « de l'if » ?
– Ya-ya, pe-naos vé laret an dra-he in brezhoneg, an « if » ?
Ah… If… Iven !
– Iven
– Iven
Ya, iven ha hete n'on ket 'vid lar(e)d dit pe-sort micher na just a-walc'h
Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga J. ba Skrigneg, assames oain ga Simon Pellequer, bet in staj ganen-me. Trañskrivet an traou ga Simon ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h
– Memes deus an eil parres d'heben…
N'eint ket meh-[mod], gaoseont ket meh-mod
– Nann-nann
Daon ! Bolazeg (e)mañ ket pell deuh-ouemp-ni hag a gaoseont ket toutafed 'velde(mp-)ni
– Ah ya ?
Ah nann-nann-nann-nann !
– Tammou difer's so kwa !
Ya, daon ! Ni a lar « ar sailh » hag ar re-he a lar « ar c'herlorn »
– Ah ! Ar re-he lar ar mo(d)-se ?
Ya !
– Ah ya ?
Ya-ya
– Ar c'hilorn ?
Ya, hag euh… Ni a lar « ar l(o)a-bod » ha hign a lar « ar gloger »
– Ar gloger ma klêt, ya
Ya
– Ya-ya, ba Ponvel ma klêt 'e…
Ah ya ! Ponvel ra an tamm 'vel Bolazeg, ya
– Ah ya
Ya-ya
– Med amañ pe-sort mod vé laret neuhe 'vid « la crème » ?
Koaien !
– Koaien
Ya
– Ah ya…
Hag lod lar « dïenn »
– Ya, ni lar « dïenn »
Ah ya, « koaien » laromp-nim
– Ha « koaienet » vé laret neuhe pa vé, pugur ni lar « laezh dïennet »
« Laezh ribout » laromp-nim
– Ya, med pa vé « écrémé » ?
Ah ! Pa vé ekremet… Pe-naos a vije laret gwich-all ? « Laezh passeet »
– Ah ya ?
Pugur vije passeet, ya
– Passeet ?
Ya, sell vije tap(et) ar c'hoaien, houzoh walc'h, hag euh… « Laezh passeet » vije gwraet deus hezh, pa vije tenn(et) ar c'hoaien kuit
– Digoai(e)net vije gwraet ?
Ya, di… Eo ! An dra-he vije laret 'è, pugur gwich-all oa ket des machines…
– Ekremeus kwa…
Ekremeus, sell vije tennet ar c'hoaien, digoavenet é ar laezh kwa !
– Digoavenet
Ah ya !
– Me ma klêt just a-walc'h lar oa un difer's etre ekremiñ ha digoaveinañ
Ah n'eus ket !
– Ha digoavenañ zo tenn ga'r loa
Ya
– Hag ekremiñ ba'n ekremeus
Ya, just a-walc'h ! Med daon ! Meh-mod é, pugur pa, pa rees ga'r l(o)a-bod war 'r bodes a teu an hi(ni) tew toud ganes, sell goude chome ket kalz tra ba'h ar… Se oa laezh digoenet 'è kwa !
– Ya-ya, digoenet, ya
Ya, ya-ya !
– Digoavenet ha digoenet ?
Ya, just a-walc'h
– Memes-mod
Ouais… Ya-ya, memes-mod é (ne)med-seped ga'n ekremeus teu ar c'hoaien toud ha ga l(o)a-bod vich(e) ket, teue ket toud kwa !
– Ya-ya, jome un tamm bihan ba…
Ya-ya-ya
– Ha ni lar « dïennet », ya
Ah ya !
– Laezh dïennet
Laezh dïennet, ya
– Med Kolloreg vé laret « dïennet » 'e
Ah ya-ya ! Ya-ya
– Med Karnod vé laret « koaien »
Just a-walc'h, 'vel am(añ) 'è, ya
– Poup, poup, poup… Ha gwel(e)t peus o(be)r an dra-he neuhe ga… 'H o(be)r amann ha-toud ?
Ah daon ya ! Hag ma-hun meus gwraet 'è, me p(a) oan aet da zelc'hen-menaj digentañ p(a) oan dimeet ma ket ekremeus e-bed !
– Ha ribotad laezh vije gwraet ?
Ah ya ! Hag a zigoavenen ma laezh ga'r l(o)a-bod ha vije laket ba ur pod-grê neuhe ha 'benn fin ar su(zhu)n neuhe, pa vije e(rr)i leun neuhe vije gwraet, laket ba'h ar ribout da ribotad an amann neuhe kwa ! Ya-ya-ya ! Sell vije amann vresk bep su(zhu)n kwa !
– Ha petra rees deus ar pezh oa ba'r machin 'vid ribot ar laezh neuhe, oa ket tammou koat barzh ?
Eo ! Loaiou ! Loaiou o treiñ hag a pa vije gwraet ga'r, ga'r ribout hir ahe gis-se a vije, oa ur vazh ga, ga ur rondellenn ahe da skeiñ war, war, war ar c'hoaien hag a ree amann kwa !
Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha me. Michañs a blijo dec'h
Ar hat jom ket d(a) zeb tro-war-dro dê, ar hat haloup 'è !
– Ya, partoud
C'hwi oar walc'h, houzh 'h a pelloc'h… Oh ! Ar bla-m(añ) zo d'anê tieñ ! Me zo…
– Pe-sort mod a lares-te neuhe 'vid ar hat pa vé, pa vé kalz ?
Ged(o)n ! Ya-ya, ba-am(añ) weler kemmes(k) ar park wechou
– Me ma klêt un dra un dra 'vid ar hat, matresse peus klêt 'e : « 'Vid taped ar hat, daw sevel mintin mat »
Vé daw sevel a-bred da 'r mintin kwa ?
– Ya
Oh ya ! Pé sa(v)en a-bred dac'h ar mintin, me meus tap(e)t lapin(e)d walc'h a-bred dac'h ar mintin gis-se ! Pé vïen 'hond da gerc'h(ed) ar saout a(ho)nt, pugur oan chacheour c'hoazh, n'on ket bet chacheour (ne)med pe(va)r bla (aha)naon 'e. Ya, b(l)am oa debet mé hei din toud, oa-ñw war un hanter de(v)ezh-arad dejar oa c'hoazh, chomè mann (e-)bed ene. Oh ! Med laren :
« Med ma vé mad ar lapin(e)d 'vi(d) ar re-all eint mad 'vidin-m(e) ! »
Ha me zo, me môa pren(e)t ur fusul ah(e) : Tapet dow lapin bem(de) wechou, ekspedïet 'nê-gn d(a) ma breu(r)-kàer oa-heñw, med n'ounn ket ba b(e-)lec'h oa-heñw 'benn-neu'n (aha)naon ba, ba-kos(t)… Oh ! Ma'hat oa, n'ounn ket ba'r Mans pe ba Pont-'n-Arch oa-heñw (aha)naon i'e… Heñ neus bet chañch(et) plass alïes
– Med peus ket laket lassou ? 'Vid taped ar…
N'oun ket 'stenn lassou (aha)naon ! Me n'oun ket ur brakonier (aha)naon 'è
– Nann ?
Oh nann ! Bet oa bet un' 'lakad larssou 'vïe d(a) zivé, vis(e) esseiet tap ar lapin(e)d 'tond da zeb betrabes, ar jounai, ar jounai zo d'ar saout c'hoazh. N'é ket 'r lapin(e)d é tàe dê, ar lou(a)rn tàe dê !
– Ar lou(a)rn a oa ?
Ya-ya
– Ha tape(t) oa ?
Tapet oa un' ba'r gêr-all ahe gis-se, ya, war 'r pech. An dra-(ho)nt meus ket kont(et) doc'h c'hoazh metre'n : Ha un' oa ba'r ferm-all ba gi-m(añ) ha na tap(et) ur lou(a)rn ar mod-se ba, ba'r pech !
– N'é ket ur ouest a oa ? Me ma gwel(e)t an dra-he ga chachouerien pe… Peïsanted a lak an dra-he wechou, ur ouest ha… Un tamm gouest kwa !
Ah ! 'Vid lak ar furik ?
– Eh… Ya, med hag a oa tapet ma c'hi barzh
Ah ya
– Ya, pugur vije lesk(et) un tamm, un tamm boued, un tamm kig barzh !
Ah ya
– Blam da chech ar loned barzh kwa ! Ha 'benn ar fin oa tapet ki ma mamm barzh
Ah ya… N'é ket, ahe oa deut-heñw ha oa-heñw ar garde-chasse hag heñw na klêt ba'r vourc'h, pe ma'hat é passeet ar fakteur petram 'naon 'è, la oa ur lou(a)rn istribilh war 'r wênn-iven ahe gis-s(e) ! Ha sè heñw houlle ga'n heñi oa 'chom ba'n ti kent(añ) ba kêr ahe gis-s(e) :
« Am(añ) zo ur paotr yowank » lar-heñw, « ha' neus tap(et) ur lou(a)rn ? » Lar-heñw
Heñ oa fougêt, pa nôa tap(et) ar lou(a)rn 'tuskuio 'nèoñ d'an dud
« Ah ! Me meus ket… »
Heñ ouïe ket mann…
« Oh ! Gredon ket » lar-heñw
Ha heñw 'h o(be)r demi-tour ga i, ga i voto ha kuit dozhtu ! Ma nïe bet gouïet-heñw la oa tap(et) ur lou(a)rn ahe gis-s(e) na bet hem(añ)-all ur pross(es), pugur…
– Ah ya ?
Beñ, pugur tap(et) neus 'nèoñ ba'r pech ! Ha peus ket droad d(a) lak pechou ! Sè oa pas pardon(et) ar mo(d)-s(e) kwa ! Ya-ya
– Med klêt meus tud 'lared a vije, vije brakonet un tamm bihen memestra gwech-all kwa…
Oh ya-ya-ya ! Pad ar bresel, m'bai, vïe brakon(e)t 'è… Pad ar bresel oa leun ged(o)n toud ! Mod-all, med n'eus ket… Yeo ! Ba'r gêr-all amañ gi-m(añ) oa bet oa chach(e)ourien, med n'eus ket kén ! N'eus ket chacheour (e-)bed abow(e) é marw an heñi divèoñ ba… Ma ! Hañw oa-ñw deut un tamm (me)mestra ha 'h ee da chacheal, oa 83 ou 84 ans, pe(va)r bla ha pevar, pe(va)r-ugent, 'h ee d(a) jacheal ha 'h ee-heñw war-lerc'h vïe passeet ar chach(e)ourien-all, da wel (ha)g-eñw nïe bet ka(ve)t un dra b(e)nnag war o lerc'h dê 'e. Ha na ampoason(e)t 'nèoñ ur c'hi dé mé, dé mé c'hamar(a)d ba'n tu-ell ahe gis-s(e) hag larè ket 'nèoñ. Ha 'benn (ar) fin, ahe oa port(et)-pleñt ha oa…
– Ah ya ?
Ya, mond da glemm ha oa bet-hañw ba'r jañdarm(e)ri, gou(de)-se… Gou(de)-se na tenne(t)-heñw e bleñt kuit kwa ! Pé na bet gouïet i gamar(a)d d'an dra-(ho)nt, mod-all vïe bet tap(et) en-dro c'hoazh ! Hag angeul(et), oa-ñw langach(et) ga'r jañdarmou, oa goull gantoñ pe 'hond pe 'tond ! Na ket bet hem(añ)-all pross(es) (e-)bed !
Ar wech-all neu'n oa tap(et)-heñw 'chacheal war mé, mé douar din hag mé douar din oa ga, ga'r sossiet(e) ha heñw oa ket sañs(et) d(a) roiñ ar (???) da'nèoñ hag tapet-heñw ga'r chach(e)ourien assames ga mé filhor, ma peu(s) c'hoant
« Ar park » lar-heñw, « n'é ket doc'h ! » lar-heñw machin (???)
Sè un de(v)ezh oan 'h o(be)r koat, assam(es) ga ur c'hamar(a)d-all i(v)e : Me wel ar jañdarm(e)ri 'h aretal ba-tal mé c'hichenn din, heñw lar din :
« C'est vous Guillerme ? » Lar-heñw gis-se
« Oh oui » lar(o)n daoñ
« C'est vous qui avez déposé plainte » Lar-heñw din, « à la gendarmerie ? » Lar-heñw
« J'suis pas au courant ! » Laron daoñ, « n'ounn ket mann (e-)bed (aha)naon ! »
Pugur war ar re-se oan oblij(et) d(a) gaoseal galleg, metre'n ouïent ket brezhoneg 'nê kwa ! Sè hè houlle g(a)nin ma ket c'hoant da zalc'hen mé pleñt :
« Oh ! Rañw ket (aha)naon ! Na rañw ket foutr ! »
Ar pagaille ba, ba'r c'hartier dre-am(añ) é un' n'é ket bet, n'eus ket bet gwech e-bed c'hoazh ase hag oa passeet ar mo(d)-s(e) kwa !
Ah, med ar chach(e)ourien e-se ! Oa, nagn ket ka(ve)t o c'hont 'nê b(l)am ma vïe, ma vïe bet tapet-heñw oa bet heñw ur wech-all ba'n tribun(al) ba, ba Montroules. Ma vïe bet heñw diw wech, 'benn-neu'n (e)ma-heñw récidiviste kwa ! N'ounn ket pet(r)a vé lar(e)t d'an dra-(ho)nt (aha)naon, da hadkomañs en-dro kwa !
– Ya-ya-ya-ya
Mod-all n'eus ket, an dra-h(e) zo traou ha' zo kozh dejar ! Pé oan krog d'o(be)r ahe gis-se ha mod-all oan ket nimb-lec'h e-bed kàer (aha)naon, sete mo(d)-s(e) vé…
Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba-ti R. ba Brennilis. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h
Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/172620090
Ha da-houde oa deuet ar bresel, an dra-he oa deut war-lerc'h ar bresel pé oa echuet deuhoutoñ, oun bet chom(et) ba an tïegezh neuhe, ya
– Oh ! Med a-raog fin ar bresel peus gwraet un dra bennag i(v)e, nann ?
Ya, ba'r Resistañs oun bet
– Pa ket kontet din, ya
N'eus ket droad da gaoseal re deus an dra-he, an dra-he zo…
– Pass re, med un tammig zo moien d'ober hañ !
N'eus ket
– Blam bet(r)a neus ket moien da gaoseal re 'e ?
Bah ! An dra-he oa l'armée de l'ombre. Ahahahaha ! An dra-he oa, oa sañset l'armée de l'ombre ha an dra-he n'eus ket moien da gaoseal re deus an dra-he !
– An dra-he zo digoueet pell-zo memestra, nann ?
Oh ya ! Pell-zo, med…
– Med blamour zo, zo re zo chomet bew c'hoazh ?
Ya
– Ha nagn ket gwraet traou re, re vraw matresse ?
Oh yeo ! Yeo-yeo, med oh ! Risket oa toud heñ ! Ur risk a oa !
– Ya, med bremañ zo moien da gaoseal deus an dra-he memestra ?!
Oh oui, mais me meus ket bet respoñsabilite (e-)bed ba'r Res[istañs], ba an dra-he heñ !
[…]
– [Ped] zo bet kontaktet neuhe (e)vi(d) mond ba, ba'r resistañs ?
Beñ toud ! Kajimant nin oa 'labourad toud (a)ssames, ar re oa bet aet ba'r Resistañs, toud
– War an heñchou, ya ?
War an heñchou, ya, toud ! Oamp bet dissidet d'ober an dra-he kwa ! Ya-ya, oh ! Risket neump bet hom buhe 'è ! Me zo bet 'h ober parachutaj ba, ba Berrien ahe ba… Pet(r)a vé gwraet deus an dra-he, ba Goas an Hent Cam ! Ah beñ mon [vieux] oa, namp kerc'het trivec'h kargad-munissionou ba un nos(v)ezh ! Se oa, oa daw chech diwarne (me)mestra, an dra-he oa riskañ da vuhe, oa ket ?! Hag ar Boched ba, pe-geid deuh-oump, supos vïent bet ba Quilliogues ha matresse ba'r Releg ahe 'ha ! Ha an dra-he oa tre-kichenn ar Releg, ar Releg lec'h neugn bet gwraet 'e ar parachutaj. Ya, trivec'h tôn armou ! Ahe n'é ket diw vusul oa heñ ! Aha ! Ha kass anê d'ahane da-beked ar Mendy, ar Mendy an dra-he zo ba Berrien ! Hag a lakad 'nê bord ar c'hoat ene ha da-houde namp… Ha ouïemp ket montañ na nintra (e-)bed ene, ouïemp ket montañ na nintra (e-)bed kwa !
– Piw na desket deoc'h neuhe ?
Hor-hun ! Un' bennaket deus lod, deuh ar Fouilhe ahe oa un' mennaket ahe oa bet ba, ba'r marine ! Ar re-he ouïe un tamm mignoc'h, mignoc'h deus an armou kwa ! Med nin ouïemp sort e-bed heñ !
– Med p(e)-lec'h oa ar maki tostañ amañ neuhe ?
Ah ! Nin oa aet da zigentañ da Vraspar, da goat-Bodriec
– Ah ya
Ya ha da-houde oa bet tapet tri deuh-oump ahe, d'an abard'hê, bet ga'r Boched : Tri, ya, dow oa lahet amañ, sete ree pemp paotr, an dra-he oa un tamm toullad ba un neubeud tud, ba un', ba ur sossiete vihen mo(d)-se heñ ! Ya ha da-houde oamp aet da Verrien neuhe pé oa gwraet ar parachutaj da-houde, ene oamp bet ba Lestrezec, an dra-he zo kaoud koat, kaoud gar Skrigneg ahe ha d'ahane da-houde neuhe omp bet ba Kraozon, ba Kraozon, ba Ploéven ! Ene namp gwraet ur sakre komba ga'r Boched ! Oh ! Risk hor buhe d'ober, da soveteiñ ar re-all kajimant kwa ! Ya, med me zo bet da-houde ba froñ an Orïant c'hoazh, ene oan bet pad ar gooñ-se, da-beked ahann a oa echou ar bresel kwa ! Ya
– Med er maki oas chom(e)t ha oa ar Boched war da lerc'h amañ pe ?
Pa oamp aet da…
– Pe ba Bodriec amañ pe pa oas ba Berrien ha-toud, ahe oas chomet da-vad pe, pe 'hond gwech an amzer ?
Ya, oh ! Oamp ket, namp ket (a) galz a dra mo(d)-s(e), neuhe namp bet ar pezh a vanke demp. Ha traou, ahe oa, oa ar fusilier mitrailleur ha oa toud ! Un tamm a doud heñ ! Ya-ya ! Med nin oa ur bern ! Peus kemed gwel(e)d pé oa toud re ar Vouilhe, Brennilis hag deuh Uhelgoat : An dra-he ree un toullad-tud ahe d'ar poent-te ha oa kalz tud yowank heñ ! Ya
– Med pe-naos out aet barzh 'n taol kentañ neuhe ? Pugur n'é ket forz piw helle antreal neuhe, entrolet viche an dud memestra, nann ?
Da zigentañ oa sterd mond barzh
– Pe-naos oa digoueet (e)vidout-te justamant ?
Ah beñ, despunet oan bet gate kwa !
– Ga'r resistañs ?
Non-non-non !
– Gan ar Boched ?
Gad ar Boched, ya
– Evid mond d'an STO pet(r)amant ?
Non-non-non ! Tapet gate deuh, deus an nos hag oa, ma vije bet poulset ma barw oan, oan bet lahet ! Ha neuhe oa echou din ! Med me oa yowank d'ar poent-te ha oan divêt walc'h troc'hal, troc'hen ket ma barw ha oamp bet ba'n ti-skoul gate, pe(va)r devezh, ah ya ! Hè lare din oa an taol-te oa an taol diveañ ! Ha da-houde ac'h ! Da-houde oan digoutet, sete oa daw, daw oa mond-kuit ! Oa ket, gav dit ? Ah, med da-houde on bet ba froñ an Orïant ha da-houde oun bet 'n Allemagne 'è, an Allemagne on bet in okupassïon
– Gis « occupant » an taol-mañ ?
Ya !
– Ah ya, ahaha !
Ya-ya ! Ahaha ! Gis d'occupant oamp, med ar re-he oa gwel(et) gwelloc'h (e)vidimp pa oamp aet d'an Allemagne c'hoazh, ahe oa dissiplin ! Poh ! Pa ket droad da, an dra-he zo, an dra-he zo lesennou ! Kompren a res ? Pa ket droad da valtretiñ tud, lec'h hègn na bet dresset tud amañ ! Ma ! Petra ri ? Ahe so du passé toud…
– Med (e)vid distreiñ, pe-naos out antreet barzh ar resistañs an taol-kentañ justamant ?
Beñ ! Blam an dra-he, laron dit, pé oan bet despunet !
– Med despunet oas bet mo(d)-se gan ar Boched, pa ket gwraet nintra c'hoazh ?
Sort e-bed !
– D'ar poent-se
Nann
– Ha dalc'het pevar devezh mo(d)-se…
Ya
– Ha pet(r)a zo digoueet dit neuhe ?
Blamour oan bet kasset prisonierien war e vas, an dra-he oa ur c'hamp-prisonierien ba, 'tre Braspar lec'h oa an dourbierenn ahe oa prisonierien aljerïan ! Ha oa tri deuhoute 'hond ahe ha me oa 'hond ga ma saout d'an dour hag hègn lare din roiñ an direksïon Kommana, ba (???) kwa ! Un' oa lahet deuhoute ba, ba kaoud lec'h ma ar centrale ahe ha oan bet 'kass anê 'dreus ur yun ahe da-bek(ed) ar Votvian, goûd a houz(e)s p(e)-lec'h (e)ma ar Votvian ?
– Ya sert(e)namant 'ha !
Hag ene oamp tapet, aha ! Me lar dit, gwelloc'h oa ganin pass be aet da gass ma saout d'an dour ! Aha ! Ya ! Hag un' deuhoute zo bet chomet dre-ahe da-houde deuh, deuh ar re oa (???), ba Kelercun, n'oun ket di'g-eñw n'é ket marw ba Kerelcun…
– Aneet meus 'nèoñ
Maloui
– Ya-ya
Anneet peut 'nèoñ ?
– Ah ya, anveet meus 'nèoñ heñ !
Ah beñ, hezh oa deuhoute
– Ah bon ! Didoñ !
Heñ neus bet soveteet ma buhe din, pugur na ket bet emza(v)et gwech e-bed lar oan bet kasset ene. Ma ! Hezh oa un' deuh ar re oa war (???) : Tri, ar re-all n'oun ket da b(e)-lec'h oagn bet aet, med ene oa bet chomet dre-ahe da-houde kwa ! Hag ar re-he, me ma kasset 'nê war-direksïon Kommana, neuhe da-houde vi(d), ar re-he nagn kimed tap ar mene da hond, da hond da dapañ Ty-Douar neuhe d'an nec'h, med d'ar poent-te oa Boched partoud 'e ! Sete pa, pa vijes tapet : An (hi)ni oa tapet oa tapet heñ ! Ya
– Setu oas bet despunet ha dalc'het pevar devezh neuhe ?
Pevar devezh ! Ya, 'nes debiñ tamm 'e
– Pet(r)a zo bet gwraet dit neuhe ?
Offoh ! Pikañ (a)ha(n)on ga'r vaionetes toud ba ma c'hosteou ha taoliou-kross… An dra-he zigout un dèn heñ ! Beñ sete oa daw mond d'ar Resistañs, oa ket ? Da roiñ plass d'ar re-all. Ma ! Oa kimed ma-hun deuh kêr amañ, sete meus ket bet, oa ket amañ, oa kin 'med ma-hun d'ahane…
– Ha te ouïe p(e)-lec'h oa ar maki, p(e)-lec'h oa an dud dija 'vel-just
Ya, daon a'ha !
– Ba Bodriec kwa heñ !
Ya
– Setu out aet da-hun da wel 'nê pe peus kontaktet un' bennag ?
'Kontaktañ 'nê oamp
– Pe-sort mod, pe-naos é digoueet neuhe ? Me garche walc'h goûd, pugur… Pe-naos zigouee toud an traou-se kwa heñ !
N'oun ket gouest da lar, an dra-he oa tud respoñsabilite deuh a-bell paotr ! Ahe zo marvet un' gast ! Ha hezh a ouïe an dra-he toud, Daniel Trellu
– Ah ! Me meus, meus bet anveet 'naoñ, ya
Anveet peus 'nèoñ ?
– Ya
Hezh oa ar mestr ! Heñ 'n-em okupe deus an dra-he, med marw é dow pe dri bla so, ya. Ha Tredudon ahe oa ha oa, ba ene oa ur centre 'e, ba Tredudon-Berrien ahe, ya 'ha ! Med peta rit ? Mo(d)-se (e)ma an traou heñ !
– Pe-naos vije bouetet toud an dud neuhe ba'r maki neuhe ?
Ah ! Wechou nes tamm e-bed
– Lojet
Wechou nes tamm (e-)bed, lojet ba-tousk ar plous pe ar voenn metramant ba bord kost ur c'hleuñ bennaket ! Ha pa ket nintra (e-)be(d), pa ket plass fiks (e-)bed da gousked kwa ! Ha deb(iñ) ree, ga deñved reemp kalz kwa ! Ga deñved ha neuhe bara vije, reemp (???) hor-hun, bara vise kerc'het, bleud vise kerc'het, ba'r Releg vijemp 'kerc'hed bleud ga Mocaër ha da-houde vise poahet ar bar(a) ba Trénivel ! Set(e) ene vïemp 'poahiñ hor var(a), Trénivel zo Skrigneg, ene oa ur forn vras pour… Oh ! Med amañ vïe laket un tri-ugent dorzh-var(a) pe mo(d)-se… Sete ene a reemp kalz deuh hor bar(a), med mesk ganin oa tud ha' ouïe, oa boulañjerien, be oa deuh a doud ! Ahe oa kement, kem(ent) korporassionou oa toud !
– Setu bep-sort tud oa ba'r maki neuhe, oa ket… Toud ar micheriou oa ahe
Ah toud a'ha ! Ahe oa deus, deus a doud kwa ! Med tud ha' oagn ket antrenet an hanter deuhoute kwa ! An dra-he oa ar gwashañ paotr ! N'é ket walc'h é dit kaoud armou ma n'ouz(e)s ket labourad gate
– Hag ober bresel !
Hag o(be)r bresel…
– Ah beñ ya
Ahe oa ket daw dit mond 'dreñw petramant oas…
– Fass deoc'h, fass deoc'h oa tud antrenet-mad kwa heñ !
Ah ya ! Ah ya-ya !
– Setu taoliou, taoliou kri peus bet gwelet, meus añwn-me heñ ?
Oh ya…
– Ha tud dihastet ha…
Be so bet dihastet deuh-oump 'e kwa… Oh ! Dihastet neump bet deuhoute, n'é ket… N'é ket bet toud an tu-goll ganemp bep tro heñ ! Nann 'ha !
– Ped peus lahet te da-hun ?
Bah !!! Me n'ouzon ket… Tennet, tennet meus bet gwraet, med n'é ket aes kontañ…
– N'out ket chomet da gontañ 'nê war-lerc'h
Nann ! Vije ket aes kontañ 'nê kwa ! Nann 'ha ! Oh ! Pass keme(nt)-se, pugur komba vije ket an dra-he bemde, vije ket krog bemde kwa !
– Pet(r)a vije gwraet pad an amzer, amzer-all neuhe ?
Eh beñ vïemp ket gouest da chom surplace paotr ! An dra-he, nin renke cheñch plass alïes 'e, oas ket gouest da jom surplace kwa ! Ba koat Lestrezec deuh an de ar pellañ an dud surplace, ene hezh oa bras paotr ! Ene omp bet pell a'ha ! Med me lar dit oa ket la joie an dra-he ! An dra-he oa kousked à la belle étoile ha… Med, pet(r)a vo gwraet ? Mo(d)-se (e)ma an traou heñ ! Med mond a ran da ve ma-hun dre-amañ ! Toud re-all zo marw, med nondedïe ! N'ouzon ket, meus ket gwel(e)t kalz komaraded amañ kén…
– Marw eint toud
Toud ahe paotr ! Ya
– An eil, an eil war-lerc'h egile kwa…
An eil war-lerc'h egile
– Med piw oa ar chefou neuhe ? Ahe oa tud hag a oa bet ba'n arme a-raog petramant ?
Ya, tud oa bet ba'n arme, ar re-he na mignoc'h respoñsabilite ! Amañ oa un' deuh Brennilis ha' oa letanant ba'n arme ! Hezh na grad, an dra-he ouïe kalz traou hag e vreur-kàer oa 'e ha' oa martolod, set(e) an dra-he na bet gwraet dow pe tri bla ar martolod dre-amañ, disket vise un dra bennaket mo(d)-se, deuh ar Vouilhe oa kalz tud ba, ba an dra-he !
Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h
– Ha mod-ell, pet(r)a vé gwraet doc'h 'n heñi neus blew mer'n ? « Ur paotr pe ur plac'h blew-mer'n » vé lar(e)t seulam(ant) ? N'eus ket ur, n'eus ket ur pos-ell ?
Meus ket bet klêt, nann, nann…
– « Un dukard » peus ket bet klêt ?
Deus ar ?
– Deus 'n heñi neus blew du : Un dukard
Nann
– Pe un dukardes, nann ?
Nann : Blew du, blew ru… Blew ru, nann
– Blew brun, vis(e) ket lar(e)t ?
Nann, du
– Du
Du. Blew mer'n, nann, meus ket bet
– Ha pikou, pikou-ru vis(e) lar(e)t doc'h « les tâches de rousseur » ?
Pikou-rouss
– Pikou-rouss ?
Pikou-rouss
– Ha 'vid « les grains de beauté », pe-sort mod vis(e) lar(e)t ? An dra-s(e) na un hano ?
Ur greun
– Ur greun ?
Ur greun, ur greun neus-heñw war e, war e goûg, petram war e, ba-dreñw e skou(a)rn pe…
– « Et les taches d'envie », an dra-s(e) peus, peus bet klêt ? « Les taches de vin » pe « les taches d'envie » ?
Ah ya ! Oh ! Med an dra-s(e) zo, an dra-s(e) zo papred heñ !
– Ya-ya ! Just a-walc'h
Ya
– Med pet(r)a vis(e) gwraet doc'h, doc'h an dra-s(e) e brezhoneg ?
Ur c'hoantadenn
– Pe-sort mod peus lar(e)t ?
Ur c'hoantadenn
– Ur c'hoantadenn
Une envie
– Ya, ya
C'hoant, ur c'hoantadenn ya
– Klêt meus lar ur verc'h neus hi, wichou hi neus ur c'hoantadenn
Ya, une envie de fraise
– Ya
Ha tày un tach ru war, war 'n tr(o)ad petram war hi brec'h, petram war hi machin. Med 'n dra-s(e), an dra-s(e) zo papred heñ !
– Ya-ya-ya-ya
Me anev 'e, me ma ket bet klêt an dra-s(e) ahann oan deuet ur serten oad (???) ur paotr yowank 'e ha goud(e)-se meus joñj gwel un' 'è, ma lar(e)t daoñ ur wech oan komañs(et) dé c'hoa(r)i football 'e ga ekip Kleden ah(e) gis-s(e). Ha ma gwel(e)t un' ha na war e gar ba-dreñw
« Med pet(r)a peus ba, war ho kar ? » Laron daoñ ar mo(d)-s(e)
« Me, mé mamm na bet ur c'hoantadenn ! » Lar-heñw
– Ah beñ me meus un' ar mo(d)-s(e) war mé, mé dr(o)ad
Ah boñ ? Beñ voilà, just a-walc'h, pé, kalz tud neus ar mo(d)-s(e), kalz tud
– Ya-ya
Ket, med heñ 'h a… Sert(e)namant, ma dap(e)t an dra-s(e) war ho fri petram war, war ho chod, ah(e) gis-s(e)
– Ya, n'é ket gwal vraw, nann
Beñ nann hag a…
– 'Vel Gorbatcheff, just a-walc'h !
Beñ, just a-walc'h, n'é ket, n'é ket « pet(r)a din-m(e) » 'vel vé lar(e)t 'è kwa heñ ! Med pé vé, pé vé ket gwel(e)t, boñ beñ… Laron doc'h : Leun, kalz tud neus an dra-se heñ ! N'é ket un neform !
– Nañ-nann
Sauf ma tà war ho fri pe war ho chod pe war ho… Aha ! Ah ! Wechou vé lar(e)t doc'h :
« Kerzh da, da reñk(añ) ho fri pe da reñk(añ) ho skou(a)rn »
Pe, pe gi-m(añ) kwa ! Boñ beñ… Boñ beñ ar mo(d)-s(e) (e)ma heñ !
– Ha mod-ell zo derbod ?
Ah ya ! An derbod, ya
– An dra-s(e) oa ur c'hleñved
An dra-s(e) oa, ya ! An dra-s(e) oa, an dra-s(e) oa ur gont-ell kwa ! An dra-s(e) zo proche deuh ar zona, ma peus c'hoant kwa !
– Ya
Seto 'n dra-s(e) oa, an dra-s(e) oa difer's heñ ! Un derbodenn ya, vis(e) gwraet doc'h an dra-s(e)