28/01/2017

Ar vuhe ba skoul ar seurésed gwech-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Yann-Bêr Guyader (R.K.B.) ga A. ba Plonee, assames oain gantoñ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ya, med d'ar mar(e)-se oa powr an dud heñ ! Oa ket braw, oy !

– Petra oa « be powr » neuse ? 'Vitout ? Oa war-digare vije ket mann e-bed e-keñver d'ar re oa ba'r bourk ? Da c'hoantaad ar pezh vije gwel(e)t war, war kein ar reou-all ?

Re ar vourc'h oagn ket keme(nt)-se gwelloc'h 'e heñ 'Tin ? Nann, nann-nann-nann ! Oa k(et) an traou tamm (e-)bed 'vel brem(añ) sert(e)nam(ant) 'hat ! Ene oa ket, oh nann ! Nann. Brem(añ) (e)ma an dud 'n-im jal « n'eus ket arc'hant, n'eus ket arc'hant » ha pé welon 'nê 'frikotañ 'vel (e)maint 'h o(be)r : Un' bennaket neus arc'hant heñ !

– Mond a ra treou en o c'hov papred ?

Ya-ya-ya !

– Heb goûd matese piw bêo

Ah ya ! Ken vounnus, ya. Ahaha ! Ya-ya-ya ! Galoup a rant, gwel a ret heñ ! Voaiaj a rant, beb-sort toud ! Ya-yao ! An traou ya mad ! Toud (ne)me(d) ar retred vé rôet domp, houzh ya ket gwal vad, kê 'Tin ?

– Med c'hwi zo bet kustum d'ober gan neubeud

Ah ya ! Voilà ! Nin namp ket desket da gaspilhañ (aha)namp heñ ! Ah nann ! Ah ya-ya ! Nin a ra gate, nin a ra gate, ya. Daw vé domp goûd dre be-lec'h passeal (me)mestra !

– Peder merc'h a oah ba'n ti ?

Peder merc'h, ya. Peder merc'h ha me oa ar c'hoshañ, dow vla 'tre pep-heñi ! Sete oagn bihen toud (a)ssam(e)s heñ ! Ah ya, ah…

– Ur menaj ped a geseg ? Ped a geseg oa ba'h ar menaj ?

Dow

– Dow pe dri a geseg ?

Dow chô, dow, dow. Dow, ya. Ya-ya, dow…

– Ha disket labourad a-bred ha bet ba'r skol amañ i(v)e e Plone 'vel é bet 'Tin ?

Ya, 'vel é bet 'Tin, ba'r velaien 'e, ah ya-ya ! Nin oa lojet neuhe, pugur oamp re bell mod-all ! Holalalala ! Ha meus choñj pé oamp digass(e)t neuhe oa ma zad oa deut ga'r c'harr da zigass (a)ha(na)mp, pugur vïe daw digass an dilhad-gwel(e) 'e, c'hwi oar walc'h, an dilhad-gwel(e) vïe daw digass 'e ! Ha vakañchou vïe ket kem(e)nt 'vel zo brem(añ) 'e hañ ! Ha pé yêmp vakañs d'ar gêr yêmp war hom zroad, dre Pont ar Gerouar nin droc'he (a)bominabl kê ya ! N'yêmp ket d'o(be)r an dro vras pé gallemp kaoud an dro berr(e)t heñ ! Ah ya ! Ah ya

– Hag a joñj peus an de kentañ oah digasset d'ar skol, ahe teus oa deut da dad gan, da digass (a)h(an)oh gantoñ toud ar lienaj hag ar…

Ya ga'r c'harr ! Ya, ar c'harr hag ar chô ha tou'n dud… Nin oa, fei ! Me oa dowzeg vla 'benn oan deut ahe, pugur oan bet ba Lannedern a-raog ba'r skoul ha toud ar re-all oa bihannoc'h kwa heñ ! Tou'n dud teue en-dro domp ba'r c'hourt :

« Oy ! Deus p(e)-lec'h (e)ma ar re-mañ 'tond ?! » Laront

Ur c'harrad-tud, ur c'harrad-tud a oamp

« Oh ! » Me lar, « p(e)-lec'h-ar-hast omp digoueet am(añ) ? » Me lar…

– Pe-rag oah ur c'harrad-tud ? Deut oa azhpenn un' ?

Beñ nin oa peder barzh ha papa, sete oa pemp ! Sete oa ur c'harrad 'e, c'hwi oar walc'h, oho ! Hag an dilhad-wel(e) toud ba'n dra-he

– Med oa ket leusket (ne)metoud ba'r skol ? Oa nemetout ken oa chomet in pañsïon ?

Toud oamp deut (a)ssames, toud oamp deut (a)ssames

– Ya, med chomet in pañsïon i(v)e ? Ho-peder ?

Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ha mé mamm vïe 'tond beb sul, neuhe, ga'r bissiklèt da wel (a)ha(no)mp d(a) zigass domp dilhad-rechañj, set(e) vïe lesket dilhad fresk ganomp, karg(et) ar sakoch en-dro d'ond d'ar gêr ga dilhad lous ! Gwel a ret ? Ah ! Ah ya !

– Pe-geid deus ar bourk oah ?

C'hwec'h kilometr, c'hwec'h kilometr

– Evel 'Tin i(v)e pe dost

Pe-prè, pe-prè… Pe-prè 'vel 'Tin 'e, ya. Ah ya-ya-ya ! Holalalala ! Ha brem(añ) (e)maint 'hond ga'n oto-karr, vegn tapet toull-an-nor ga'n oto-karr, kê ? Ah ya ! Gwell-a-se dê, pugur é cheñchet an traou ! Gwell-a-se !

– Da c'hoarésed ha te zo chomet pe-geid neuhe ba'r skol, ti-seurésed ? Te, matese, oa aet maes ar skol raog oa deut ar re-diwèoñ maes ?

Ya ! Goud(e)-se me oa bet 'e ba'r c'hour-ménager, 'vel lar 'Tin, 'teskiñ la couture 'e, ya. Sete oan chomet ahe da-beked, oh ! C'hwezeg vla sur ! Pemzeg-c'hwezeg vla oan 'benn oan ahe, dow vla ma gwraet ba la couture. Ha sete an teir-all oa atô (me)mestra war ma lerc'h 'e (me)mestra !

– Te oa deut maes da gentañ ?

Ya, me oa deut-maes da gentañ, ah ya-ya-ya ! Me oa deut-maes da gentañ, ya-ya

– Hag ar reou-all i(v)e, hini da hini goude deus gwraet eveltout ?

Pep-heñi e dro ! Pep-heñi e dro go(u)d(e)-se, ya-ya ! Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Aha ! Ah ya-ya ! Ha goud(e)-se pé oa echou ar skoul, 'benn-neuhe oa red da hond toud (a)ssames ba'r gêr, gwel a ret ? Sete oa daw mond, ha da zïou hag a glei, d'essei gon(id) hom boued 'e, c'hwi oar walc'h heñ ! Ah ! Ah ya ! Un' da ma c'hoarésed oa aet d'o(be)r skoul ha heben, ar yowankañ, oa ba'r Post ha me oa chom(et) ba'r gêr, ah ! Gwel a ret ? Sete oa daw…

– Te oa chomet gan da dud ?

Voilà ! Ya-ya-ya ! Ah ya ! Set(e) vïe daw mond da labourad, c'hwi oar walc'h, d'ar parkeier, o(be)r beb-sort toud heñ ! Ha kerc'hed dour deuh ar feunteun ! Ar feunteun oa-i ket tost c'hoazh heñ ! Oa ket l'eau courante neuhe heñ ! Holalalala ! Oh ya ! Ya-ya, tapet oamp a-bred d(a) labourad… Ha dïenn(añ) ar laezh ha mesk(añ) ar ribout, an (dr)a-h(e) so kaos a houzomp o(be)r amann brem(añ) 'e !

– Se zo kaos zo gouveet da b(e)-lec'h mond 'vid kâd merc'hed d'ober amann e Sant-Herbod

Ya, sur 'hat ! Sur 'hat, ya ! Negn ket gouest da lakad tou'n dud d'o(be)r an dra-he 'nê, nann-nann-nann-nann ! Ah ! C'hwi lar… Ah ya ! Ha d'ar pardoniou, 'vel lar 'Tin, yeomp neuhe pardon ar chapelou, pugur namp ket distraksïon mod-all, c'hwi oar walc'h, sete yeomp neuhe d'ar par(do)n ! Ah ya-ya !

– Ya, chom a ree an dud da bardoniñ tost d'ar gêr ?

Ya ! Voilà ! Tost d'ar gêr ! Ya-ya-ya ! Tost d'ar gêr joment

– Med da c'hoarésed-all, ar re-se oa aet-kuit a-bred walc'h ? Duzhtu oaint deut deus ar skol pe prest goude ?

Oh… Ya, ya-ya-ya ! Ya-ya ! Ya-ya ! An heñi oa 'h o(be)r skoul, just, bet ba'r skoul ba Uhelgoat just a-walc'h, ah ya-ya ! Ya-ya ! Ya-ya, sete mond, renket mond toud 'e roud kwa heñ !

– Med neuse oa kalz a dud ba'r skol-seurésed amañ, beñ oa, a oah digasset, c'hwi oa digasset ho-peder

Holala !

– Oa familhou-all i(ve)

Oy ! Ahe matrehe oa 'zhpenn kant dèn oa neuhe ba'r skoul ! Oh ya 'Tin ! Oh ya ! 'Zhpenn kant, matrehe tost da zow-c'hant, me oar-me… Oh ya ! Kalz tud oa ba'r velaien neuhe ! Brem(añ) n'eus ket, med d'ar mar(e)-se oa ! D'ar mar(e)-se oa

– Skol-seurésed oa petra 'vitout ? Ase oa, c'hwi oa deus ur familh kristen ? Deus ur familh…

Pass, pass mignoc'h 'vid ar re-all heñ ! Nann-nann-nann-nann-nann ! Nann-nann-nann ! Pass mïoc'h 'vi(d) ar re-all 'e, nann

– Med piw neva dibabet digass (a)h(an)oh neu(se) da skol-seurésed ?

Beñ ma zud

– Ho tad, ho mamm ?

Ya, o-dow mechañs, kê heñ ? Hag vïe an dud 'lar dê gou(de)-se ha pugur ahe gouste kér ar skoul c'hoazh hañ !

« Ha c'hwi zo digourdi (me)mestra ! » Vïe lar(e)t da bapa, « pe-sort mod ret da gass peder mo(d)-s(e) skoul ar seurésed ? »

Ken kér-all 'vel vïe daw pêo ha digass bleud da di ar bouloñjer blam domp da gaoud bar(a) ! Ha pé vïe ket kin bleud vïe lar(e)t domp :

« Ale ! Lar(e)t d'hou tad pe d'hou mamm, mank ar bleud, set(e) n'o ket rôet bar(a) doc'h ! »

Yao ! Rôet vïe domp sert(e)nam(ant) 'hat ! Med daw vïe digass ! Ah !! Ya ! Ah ya-ya-ya ! Ha diw bañsïon oa ba'r skoul neuhe ! An dra-he oa ket gwal vraw d'ar seurésed d'o(be)r 'e hañ ! Deux pensions ha pañsïon vras, pañsïon vihen ! Da greiste vïe pe-prè memes menu (???) toud, med d'an nos goud(e)-se vïe ket heñ ! Ah nann ! Ha sete nin vïe deuh an daol, am(añ) vïemp 'sell deuh ar re-all 'tebiñ traou-all ! An dra-he oa ket gwal vraw d'ar seurésed d'o(be)r heñ ! Mo(d)-se oa !

– Koulskoude hign oa sañset d'ober ar justiss

Normalement… Ya-ya-ya ! Med mo(d)-se oa sè hañ !

– Neuse vije tammou béc'h ba'r skol i(v)e memestra 'tre ar merc'hed… Oa keme(d) merc'hed ba'r skol ?

Ya-ya, merc'hed toud ! Ah ya-ya, merc'hed toud ! Petra nïemp lar(e)t ?! Oamp ket gouest da lar nitra… Oamp ket gouest da lar nitra, nann. Oh ! Ah ya mo(d)-se oa !

– Ya, selled deus ar reou-all 'tibiñ welloc'h ?

Ya, an dra-he oa ket braw d'ar vugal(e) 'e hañ ! Holalalala ! Oh nann 'ha ! Nin nïe pann(e)-soubenn deus 'n nos ha hègn nïe un dra bennaket 'zhpenn, suppl, supplément la deuxième pension… Ya

– Piw oa ar merc'hed-se neuse ? Piw oa ar familhou-se digasse bugale-all ? Ar re-se oa pinvikoc'h

Ah beñ ya ! Tud ha' na o aes kwa heñ ! Ah ya ! Ah ya, ah ya

– Bugale koñversanted ar bourk pe bugale deus Ar C'hastell-Newe pe war-dro ?

Oh nann ! Re ar vourc'h oa ket daw dê mond ahe da zond in pañsïon, c'hwi oar walc'h ! Tud diwar ar maes 'e ! Ha' na neubeutoc'h bugale ha beb-sort neuhe, aessoc'h, penvidikoc'h, aessoc'h dê pêo ! Ah ya ! Ah ya

– Me(d) ar vugale-se, ar merc'hed-se peus gwel(et) nê goude c'hoazh i(v)e

Ya

– Da-lared, boñ pa deueh deuh ar skol goude vegn hadkavet ha vé komzet deus se, sell an eil deus hiben a-wichou c'hoazh

Reomp ket… Gwel a reomp 'nê, med an dra-he oa passeet mo(d)-se, oh ya… Ya-ya

– Bet teus da sertifikad i(v)e ?

Ya-ya-ya !

– 'Vel 'Tine ?

Ya-ya-ya, ya-ya ! Ha goud(e)-se oan, laron doc'h, chomet dow vla d'o(be)r la couture ha goude oa echou ar skoul, ya-ya…

– Matese fa ket c'hoant da chom barzh ar labour-douar ?

Of… Oa ket ma joñj ba traou-all d'ar mar(e)-se ! Nin oa sa(v)et mo(d)-se heñ ! Oh nann, nann, mo(d)-se oa…

21/01/2017

Da dad-kozh, heñ oa digourdi !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg ga É. ha J., assames oain ga Simon Pellequer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




Med da dad-kozh, heñ oa digourdi !

Ya

Me meus choñj p(a) oan 'nev(e) eureujet 'è oa, oan goullet d'ond d'o(be)r tro an ilis 'è, neuhe vije destumet bleud, houzoh walc'h

Ah ya ! Neuhe… Ya !

Hag a lare diñ :

« Oh ! » Lar diñ, « p(a) ho bilhejou barzh da assïed » lar diñ, « tap un' ha leusk ar peur-rest ga'r person ! »

Ahahaha !

« Hag a ga(v)i-hezh da, da bêo kafe d'i, d'i, da reiñ da 'z ofren dit ! » Vïe lar(e)d

Eh ! Hezh a gelenne 'han(ou)t mad ! Ahaha !

Ya ! Hag a lare diñ :

« Oh ! Me dap un' beb sul » lar, « ar mo(d)-se ga(v)on da regaliñ ma c'hamaraded pa 'h añw d'an ostaliri ! »

Hag i gamaradésed !

Ya, ya !

« Pa 'h añw d'an ostaliri ! » Lar

Ya

Ya, me gav diñ

Ya

« Daon ! Nim zo 'h o(be)r ar labour » lar

Daon ya !

« Ha heñ ra, ha heñ ra mann e-bed ! » Lar

Ha, hag ar person ra keme(d) kanañ !

Just a-walc'h

Ha ga hezh 'h a toud an arc'hant !

Ahaha ya !

Ha ni zo 'h o(be)r ar labour 'è ! Ahaha !

Ah ya ! Hag a lare neuhe :

« Oh ! Tro-walc'h chom ga hezh ! » Lar, « sell pegement zo war an assïed ! » Lar

Ya, ahaha !

Ya-ya-ya ! Ah ya !

Oh ! Na ket tor 'ha !

Na, na ket tor sur 'ha ! Nann-nann-nann-nann-nann !

Med gwir é !

Daon ya !

Ar re-he rent keme(d) kanañ ha rent mann e-be(d) !

« Ha ni é toud ar labour demp ! » Lar

Ar re-all é toud ar labour dê

Ah ya !

Hag a negn pê e-be(d) !

Daon nann !

Hañ lar(e)t a vé…

Ah ya… Me(d) i deod oa mad

Ah ya

Me(d) oh ! Heñ oa un dèn kaos-just memestra hañ !

Oh ! Beb-sort mod 'e 'velt ar re-all !

Oh eo-eo ! 'Velt ar re-all 'è, me(d) oy !

Ya-ya

Un teod mad a na !

Ah fi 'ha ya ! Un teod

Ah ya !

Teodet-mad 'ha !

Ah ya !

– Teodet-mad

Teodet-mad oa

Oh ya ! Ah ya-ya !

Dond a ree an dud da jilou 'naoñ kontañ kaojou !

Ya 'ha ! Daon ya !

Med ne gonte ket meh-mod ma vij(e) ur person 'chilou 'naoñ

Ah nann ! Ah nann-nann-nann-nann-nann !

Ahaha !

Lare ket memes-mod ! Goûd a ouïe !

Treiñ a ree i gontadennou…

Ya-ya

Vije ket tamm (e-)bed meh-mod

Goûd a ouïe pe-naos lar(e)d 'nê, ya

An dra-he oa meh-mod 'vel Thérèse Kraz ha' lare diñ :

« Ha ket kontet » lar, « barzh Uhelgoat meh-mod 'vel ha kontet dem(p)-ni p(a) oas bet 'wel Valentine »

Ahaha ! Ah nann !

« Beñ, daon ! Oan ket 'vi(d) lar(ed) ! » Laren dèi mo(d)-se

Ah nann !

Ha, ha koulskoud(e) ar mod a ma kontet d'ar re-m(añ) 'n-hi(ni) oa gwir hañ ! »

– Ya-ya-ya-ya

Ya-ya-ya-ya !

Me(d) renket ma treiñ ma…

Treiñ da, da gaos un tamm

… Ma c'haos c'hoazh

– Ah ! Me(d) vé ket kontet diw wech memes traou heñ !

Nann-nann-nann-nann !

– Goude vé ket klasket cheñch kwa !

Me(d) an dra-he zo 'vid lak un tamm hor(e)n 'è, houzoh walc'h, ba'r, ba…

Ya

Ba'h ar gontadennou ! Heñ ?

Daon ma'hat-sur ya !

Ya !

Ah ya…

Red a vé cheñch un tamm ha…

Oblijet d'o(be)r

– Med pezh a blij din ga, gad an dud pa vegn 'kontañ mo(d)-se, pa vegn 'vel vijent bet ba'r plass kwa !

Ah ya-ya-ya-ya !

– Ya, me oa, me oa, me oa ahe, goûd a hounn

Ya, me oar, me meus…

– Gwelet meus 'naoñ !

Gwel(e)t ha klêet !

– Ya-ya-ya ! Gwel(e)t ha klêt, ya… Goude oa passeet dow-c'hant la so kwa ! Ahaha !

Ah ya !

Eh ! Brem(añ) é red din klêe(d) hem(añ) à kont un tamm 'è ! Hem(añ) ra keme(d) jilou 'è, red é daoñ kontañ demp un tamm 'è, eh ! Daon ! Ma gont ket a ouïo mann e-be(d) !

19/01/2017

Toud vise troc'het ga'n droc'héres

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Julien Guyomard ha kempennet ga Jean ha me, michañs a blijo dec'h



Gwech-ell vis(e) troc'het ar, an eost hag ar voenn ga, ga'n droc'héres kwa heñ ! Sete, an droc'héres, eh beñ me meus gwraet ga kerseg heñ ! Oan matre'n deg-unneg la ! Mé dad lakè (a)ha(n)on ga'r c'herseg ha ga'n droc'héres-voenn, ale hue cocotte ! Tagadagadagadak da droc'h(añ) ar voenn ! Sete, med daw vis(e) lemm(añ) ar leñwn heñ ! Ar leñwn oa ga dent kwa heñ !

– Pe-sort mod oa an droc'héres ?

An droc'héres ?

– Ya

Peus ket bet gwel(e)t heñi e-bed gwech e-bed ?

– Gwech e-bed, nann !

Ah, ah-ah-ah-ah… Gast e gast, da vihannañ (e)ma, neus Anne-Marie 'è, ba ti hi mamm oa un'. Oh ! Mod-ell mis(e) bet kass(et) (a)han(o)h da wel (a)nèi 'ha ! 'N heñi na komb[inet], bet kombin(et) an dra-s(e) oa eñtellijant, kar un dra simple oa-heñw heñ ! Oa war ur, 'vel un timon vis(e) stag(et) ur jô un' beb tu ha goud(e)-se neu'n ga'r rod hag an añgrenaj, an dra-s(e) añgrenè, hue cocotte ! Ha ga'r vitesse, ar c'herseg, ale opala ! Tagadagadagadak ! Med daoust dig-eñw n'é ket kass(et)-hi d'an déchetterie 'è… Ar leñwn oa-hi ba korn, ba kost(e) ar harzh. Ma, ma (e)ma-hi, larin doc'h ha rin un taol-telefon doc'h ha 'h imp dé wel (a)nèi

– Ah mersi, mersi doc'h

Med, pigur vé ket kaosêt doc'h an dra-s(e) kin, tà ket ba mé joñj hag a… Med boñ, gwel a rin heñ ! Seto, an dra-se 'hat ! A droc'hè mad heñ ! Ha mé dad na bet deusket din pe-sort mod lemm(añ) ur leñwn. Vis(e) daw troiñ ar meule ga'r, ga'n dorn heñ !

– Ya

Lak(ad) dour ba'r, ba'r pod, ale opala ! Hag ar leñwn : Djiid. Memes-mod ba'n tu-ell hag a ree ha ainsi de suite… Ha…

– Ha plous vis(e) ?

Ya, ha, ha, an eost, ar gwinizh, kerc'h, hei ! Toud an dra-s(e) vis(e) troc'het ga'n droc'héres. 'Barzh oa deuet ar lïeus, oa ar lïeus oa deuet, oh ba les années cinquante, quoi

– Ya


A-peu-prè, matre'n, war-lerc'h ar bresel un tamm kwa heñ ! Med oh ! Mod-ell vis(e) troc'het toud ga'n droc'héres-vihen heñ ! Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Seto be oa ur mar(e) larè-heñw din :

« Boñ ! Deus d'o(be)r un tamm 'è ha me 'h a dé droiñ brem(añ) ! »

Ma'hat oa-heñw 'klask diskiñ aha(n)on 'e, ma'hat me oa matre'n unneg-dowzeg la kwa ! Ale opala ! Dapèn ar leñwn, djiou ! 'Benn vis(e) echu(e)t vis(e) gwraet un tamm sell

« Ah ! As(e) oc'h aet re grenn ! »

– Re grenn ?

Ya, trop d'aplomb kwa heñ !

– Ah, re grenn

« Gwel a ret, daw, daw é doc'h mond war, derc'hen memes-mod ! » Larè-heñw din, « derc'hen ar leñwn memes-mod, oh mod-ell (e)ma-hei krenn ! 'Benn po gwraet diw pe deir dro ba'r prad pe ba'r park, droc'ho ket-hi kin ! » Lar-heñw

– Daw vis(e) gouïed pe-sort mod 'h o(be)r

Seto war-lerc'h, pé vis(e) echu(e)t, mé dad ree un taol-min, min war'nèi 'è, dé lak(ad) (a)nèi, dé stenn(añ) (a)nèi mad. Oh ya ! Droc'hèn, ga ur leñwn lemm, droc'hèh, of ! Pass dow devezh-arad, med un bon hectare kwa heñ ! Droc'hèh ga ho leñwn. Med 'benn-neu'n vis(e) lemm(et) an ell, vis(e) peu-prè, ale hop ! Vis(e) stenn(et)-houzh ha chouk(et) e-barzh ! Ha war-raog (a)darr(e) ! Wa'r voenn kwa ! Surtoud wa'r voenn, oh mod-ell oa, oa 'n eost ha da droc'h(añ) plous oa ket… Hallèh 'h o(be)r diw, ga diw leñwn reèh un de(v)ezh-troc'h(añ) kwa heñ ! Med wa'r voenn reèh ket ar mo(d)-s(e) heñ ! An dra-s(e) oa stertoc'h dé droc'hañ ha stank kwa heñ !

18/01/2017

Dow sort prad, ar vouilhenn hag an tirien

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pe-sort mod vis(e) troc'het ar voenn ?

Ar voenn vis(e) troc'het ga, ga, me meus, of, ba'n amzer gozh vis(e) troc'het toud ga'r, ga'r falc'h kwa heñ !

– Ya

An dra-s(e) zo sur 'hat ! Med goud(e)-se oa deuet an droc'héres, 'n droc'héres-foenn kwa heñ ! Ha troc'h(añ) ed vise gwraet gati 'è ha vis(e) lak(et) dow jô deus, deus an droc'héres hag ga'r, ga'r leñwn neu'n kwa heñ ! Ga an dra-s(e) 'h ee ga'r… Ha vis(e) troc'h(et) ar voenn ar mo(d)-s(e) ga'n droc'héres, partoud ba-lec'h 'h ee 'n droc'héres !

– 'Benn vis(e) troc'het ar voenn, vis(e) daw andenniñ, vis(e) daw andenniñ (a)naoñ ?

Ah goud(e)-se… Ba'r, ba'r gomañsamant oa, vis(e), vise gwraet ga'r vorc'h kwa heñ !

– Ya

Pigur vis(e) ket keme(nt)-s(e) a, keme(nt)-s(e) voenn… Matre'n vise, of ! Dow pe dri devezh-arad-foenn kwa heñ ! Hag a : Dé zigent(añ) vise gwraet un tamm, « un tamm direst(añ) » ree ar re-gozh doc'h an dra-s(e). An taol, an tu tew goueè, vis(e), vis(e) digass(et) war, war i gis ha blam daoñ, blam d'ar, d'ar c'houch dé vi a-peu-prè pass re, pass re-dew kwa heñ !

– Ya

Un tamm kouch fin ma peus c'hoant, blam daoñ da sec'hañ. Ha goud(e)-se neu'n un de(v)ezh, ur wech a vis(e) les(ket) ar mo(d)-s(e) war, ma vis(e) braw, vis(e) les(ket) un de(v)ezh pe dow ha goud(e)-se vise gwraet ur fich daoñ. Fichañ (a)naoñ vise gwraet doc'h an dra-s(e), ga'r vorc'h c'hoazh, ma oa ket fichéres (e-)bed. Goud(e)-se oa deuet ar fichéres neu'n

– Ah ya, an dra-s(e) oa ur machin spessial kwa !

Ya, ya-ya ! Ga, ga ur jô, vis(e) stag(et) ar jô ga ur brankar, ale hop ! Hag hue cocotte ! Ha ga, ga'n añgrenaj gwraet doc'h ar rojou kwa heñ ! An dra-s(e) lakè, travaillait ha goud(e)-se a machinè ar voenn 'hat ! Vis(e) ket emm doc'h ar vorc'h kin. Ha goud(e)-se neu'n, med raog, raog ar fichéres goud(e)-se, ma vis(e) gwraet ga'r vorc'h, vis(e) daw lak(ad) anaoñ, despun (a)naoñ ga'r rastell, andenn(iñ) (a)naoñ ma peus c'hoant kwa ! Ga'r… Ha 'h o(be)r berniou !

– 'H o(be)r berniou

Pé vis(e) sec'h. Ar mo(d)-s(e), an de war-lerc'h, pé vis(e) charrêt, pé 'h eer dé charr(ad) voenn, ale hop ! Ar vorc'h ba'r, ba'r bern voenn ha traou ba'r c'harr ! Tamm mo(d)-s(e) vis(e) gwraet. Ha goud(e)-se oa deuet ar, ar fichéres neu'n ! Seto ah(e) vis(e) ket direst(et) ga'r vorc'h kin, vis(e) gwraet deuzhtu ga'r, ga'r fichéres ha… Pet(r)a oa 'n heñi-ell neu'n 'n heñi… Ar rastelléres !

– Ar rastelléres ?

Ya

– An dra…

Eh beñ rastellè (a)naoñ ha ree des andains, andennou ba'r machin. Ha wechou vis(e) daw reiñ un tamm taol daoñ ga'r fichéres war, war 'n andains ar mo(d)-s(e) en-dro. Med oh ! Rar vis(e) heñ ! 'Benn vis(e) andenn(et), 'benn-neu'n vis(e)-heñw sec'h

– Ah ya

Ah ya ! Ha vis(e) gwraet berniou, petram vis(e) charrêt ar mo(d)-s(e) ha traou ba'r c'harr !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h voenn ha oa re sec'h ?

Re sec'h ?

– Ya, vich(e) ket lar(e)t voenn-kras ?

Oh ! Re, re kras ya, vis(e)-heñw, med boñ… Ar re-gozh, ar re-gozh les(k)ègn ket ar, ar voenn dé zisec'hañ ar mo(d)-s(e) ba'n amzer, kar ar loned zebègn ket (a)naoñ. Ma, ma zespugnè ar voenn re sec'h, vis(e)-heñw krak kwa heñ ! Ah beñ, wechou vij(e) chet(et) plous ba'n dan ar saout doc'h ar, d'ond ba'r, ba'r c'hreier ha zebè-hè ar plous doc'h dindan kentoc'h 'vid debr(iñ) ar voenn vis(e) lak(et) ba'r rastell !

– Ah bon ?

Ha na ket, na ket blas e-bed kwa heñ !

– Nann, na magadurezh

Blam dé se… Bah nann ! Denatur(e)t oa-heñw kwa heñ !

– Ya. « Magadurezh », an dra-s(e) vis(e) lar(e)t gwech-ell ?

Oh ya, med ar voenn, ar voenn… Ar voenn na magadurezh memestra, med boñ, blas na ket kwa heñ !

– Nann, nañ-nann

Blam 'se, war-lerc'h oa deuet an hor'n, vis(e) lak(et) hor'n barzh. 'Vid despun (a)naoñ un tamm bihen glassoc'h ma peus c'hoant kwa heñ ! Ar loned ga(v)è (a)naoñ gwelloc'h ar mo(d)-s(e)

– Ah bon, ga hor'n ba'r voenn ?

Ya, sete, sete… Ya-ya-ya ! Hor'n gross ah(e) gis-s(e) vis(e) streiet barzh dé 'h ampèch (a)naoñ dé chof(añ) hag e, dé zerc'h(añ) i goût daoñ un tamm bihen hag bermetè dé, dé zespun (a)naoñ un tamm bihen glassoc'h pe pass ken sec'h kwa ! Seto an dra-s(e) oa 'n, un avancée deus an añsilaj dejar !

– Ah ya, ya

Beñ ya ! Pigur war-lerc'h oa deuet an dra-se ahe, vis(e) drailhet-heñw glas ha hop ! Ha machinet-heñw ar mo(d)-s(e). Seto ar re-gozh oa, oa dejar, ar re-yowank goud(e)-se na, na hadtap(et) ar mod, med na, na modernise(t) (a)naoñ !

– Ya, chañjet ar mod-kozh kwa heñ !

Bah voilà-voilà-voilà !

– Ya-ya. Ha wichou oa br(o)en ba'r, ba'r voenn ?

Oh ! Ba'r prajeier, yao ! Me(d) tamm bihen heñ ! Med d'ar mar(e)-s(e) ar br(o)en vis(e) distrujet ba'r prajeier, ar re-gozh…

– Lakè ludou ?

Oh ! Ludou, ludou-tan hag a… Ar br(o)en, ma vé troc'het-hè beb pla, 'h ampèch (a)nê dé, dé, dé led(añ) 'vel ma bouss

– Ah ya

Memes-mod 'vel ar bodou-raden ba'r harzh : Peus kemed troc'hañ (a)nê beb pla, beb pla ha 'benn vêh bet dow-tri-pe(va)r bla 'troc'hañ (a)nê relg. 'Benn-neu'n weli (a)nê tcht ! N'ey ket-hè war-raog ! Med ma les(k)èh (a)nê, holalalalalala ! Hag ar br(o)en 'è ! Ar chardon ba'r parkeier !

– Ya

Beñ memes-mod ! Med an dra-s(e), an dra-s(e) oa ur gont-ell c'hoazh

– Ya-ya

Med, ma, pé vé troc'h(et)-hè ha derc'het (a)nê relg, brolifèr ket-hè re heñ ! Hag ar bro(e)n machinè ket keme(nt)-s(e) da, da dap(ed), da zevlop(añ) ba'r prajeier, wa'r, ba'r voenn ma peus c'hoant. Un tamm vis(e) heñ ! Set(e) an dra-s(e) oa sur ! Pass re memestra ! An dud, an dud ouïè 'n-om zebrouilh(añ) ga'r, ga'r br(o)en heñ !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet deus ar parti umid deus ar prad just a-walc'h ?

Bouilhenn

– Bouilhenn ?

Ur bouilhenn, ur bouilhenn… « Ahe dalv ket ar boan mond ga'r c'herseg nag an droc'héres, pigur ah(e) zo bouilhenn » Ha dañjurus oa 'è heñ !

– Ha 'vid ar saout 'e oa dañjerus ?

Oh ! Ar saout, ar saout oa fin heñ ! Rar é gwel ur veuc'h chom, chom skouilhet ba'r vouilhenn, rar ! Med ar c'herseg, ya

– Ah bon ?

Ya, kar ur, ur veuc'h ma 'h ee ba-lec'h é, ba-lec'h zo bouilhenn, ma santè 'n dra-s(e) 'hond barzh tàè dreñw

– Ya, hag ar…

Hag ar marc'h, ar jô ra, ra ar sens contraire

– N'é ket gouest…


Heñw zerc'h dond war-raog ha ma 'h a donnoc'h barzh, eh beñ jomo ahe gis-se…

– Ya, n'é ket gouest dé rekul(añ) kwa !

Ah ya, med me meus gwel(e)t mé dad na lak(et) (a)ha(n)on da droc'h(añ) voenn ur wech ba'r prajeier, oa ket kalz bouilhenn, med blod oa un tamm kwa ! Ha justement, just a-walc'h oan aet un tamm :

« Damai » larèn, « 'h añw da, tüis dê kwa heñ ! »

Da gass 'nê dre ar c'host(e) ha kontourn(añ) un tamm, oh ! Ya, med sant(et) na-hè blod ! Hag an dow jô oa stag(et) doc'h an droc'héres ha nondedieu ! Hag aet barzh ! Ha na kal(et)-hè, pigur an dro[c'héres], ar rojou, ba-plass troïñ, ar rojou neu'n, ree rus ! Seto sert(e)namant, oa ket añgrenaj (e-)bed kin. Ha toud ar voenn jomè blok(et) ba'r leñwn :

« Damai » larèn, « ma torr(e)t ar flech ha-toud »

Med 'benn ar fin, ma gall(et) 'h aret(añ), 'h aret(añ) (a)nê ha debrei(añ) ar machin ha se(v)el ar barre de coupe ma peus c'hoant ga, ga, ga'n dorn, ale hue ! Ha 'bïou ! Neb troc'h(añ) ar voenn, med ker vounnus na gell(et) na pet(et) toud kwa heñ ! Seto oa dañjurussoc'h ar c'herseg 'vi(d) ar saout kwa heñ ! Rar é gwel ur veuc'h chom ba'r vouilhenn, rar, rar !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h ar parti sec'h doc'h ar prad ?

Beñ, douar, douar-prad sec'h kwa heñ ! Douar, douar…

– Klêt peus lar(e)d « an tirien » ?

Euh ya…

– Pet(r)a sinifiv an dra-s(e), an tirien ?

Tirien ? Douar, douar-prad sec'h ma peus c'hoant kwa heñ !

– Ya

Med ahe oa dow pe dri sort prad kwa ! Douar, douar, douar-sec'h. Ha wechou vis(e) un tamm, un tamm boss ba'r prad, doc'h an dra-s(e) vise gwraet un tirien, tirien neu'n

« Mond (a) ra-hè da beuriñ war 'n tirien ah(e) gis-s(e) »

– Ya

Voilà !

– Hag e, ar yeot oa difer's ba'n tirien ?


Ar yeot ?

– Ya

Sec'hoc'h kwa ! Ya

– Hag an dra-s(e) oa, oa mad petram vall ?

Of ! Ya, mad walc'h, ma peus c'hoant, ar yeot-hezh oa treutoc'h 'vi(d), 'vi(d) ar yeot dru oa ba-lec'h, ba-lec'h ar prad oa, oa blotoc'h ma peus c'hoant kwa !

– Ya

Surtoud ba, ba, ba'n ne(ve)-amzer vis(e) yeot glas ba'r prajeier. Bon, ma tàè-hè war, ba'n, ba'n tirien pe un dra menneg, ga(v)è-hè yeot sec'h, med hè oa kaletoc'h 'vid ar yeot blod oa ba'n traoñ kwa heñ !

– Ya

Seto, wechou ga(v)è-hè mad hezh, pé vis(e) leun o gov ga'r, ga'r yeot, ga'r yeot blod kwa !

– Ah ya

É red d'echu(iñ) peurdib(iñ), deb(iñ) un tamm, un tamm yeot treut. Ma'hat ree vad d'o estom(o)g pe un dra menneg ar mo(d)-s(e) kwa heñ !

– Ya-ya, an dra-s(e) blijè dê memestra

Ah ya-ya ! Med me meus bet gwel(e)t ar saout ar mo(d)-s(e) ba'r prajeier heñ ! Hag a boñ, gargè-hè o gov ga yeot dru ha war-lerc'h 'h ee-hè ba'r harzh dé glas(k), ba-bord ar harzh petram ba-bord ar wazh dé glas(k) yeot sec'h, ma peus c'hoant

– Ya

Ha seto 'n-om soñgnè-hè o-hun kwa heñ ! 'Vi(d) 'h ampech, fch, kaoud ar sklis kwa heñ !

– Petram, pé, pé vé ar saout 'tibiñ melchon, wichou n'é ket mad ?

Ar melchon ?

– Ya, an dra-s(e) ra ket vad dê

Ah ya, gaz, ba'r, ba'r melchon ne(ve) vé gaz kwa heñ !

– Ya-ya, pe-sort mod vé lar(e)t « gonfler, enfler » ?

Koeñvet

– Koeñvet ?

Koeñv(et), ya. Med boñ, melchon, rar é ar beïsanted la, lar lakègn o saout war, war 'r melchon-glas ar mo(d)-s(e) kwa heñ !

– Ya

Melchon-glas vise gwraet, d'ar cherseg oa ket dañjer (e-)bed, med d'ar saout, petram vis(e) lak(et) ur rassïon dê kwa heñ ! Pass reiñ re dê, kar ar mod-ell oa dañjurus sert(e)namant 'ha !

– Ya ha, hag ar melchon vis(e) troc'het, vis(e) ràet sec'h d'ar saout ? N'ouzon ket heñ !

Pass keme(nt)-s(e)

– Pass keme(nt)-s(e) ?

Ar melchon, 'h o(be)r voenn ga'r melchon oa ket, oa ket avantageux kwa ! Ma peus c'hoant. Ar melchon, keid (e)mañ glas, (e)ma, (e)ma 'n tige ha (e)ma 'n deliou hag ar fleur ! An dra-s(e) zo boued d'ar saout, med ma sec'h (a)naoñ, ar re-s(e) gouev toud !

– Ah ya-ya-ya !

Ha jom keme(d) 'n dreujenn, ma peus c'hoant, barzh. Seto ar saout zebègn ket hezh (a)nê kwa heñ !

– Nann

Ar melchon n'é ket, n'é ket, ar melchon-glas ar mo(d)-s(e), vern ket pegen dru, n'é ket mad d'o(be)r voenn da hè, d'ar loned !

– Ah bon ?

Nann

– Ha n'eus ket sort-melchon (e-)bed ha' zo mad ?

Oh yao ! Holala yao ! Melchon, melchon, melchon-pâture, melchon bihen, melchon gwenn, blanc nain vis(e) gwraet doc'h hezh. Ar re-s(e) oa mad ba'r voenn, med ar melchon-glas ha traou ar mo(d)-s(e), nann. Oa ket mad d'o(be)r ar voenn heñ !

– Ah bon, ouïèn ket oa un difer's

Oh nann, nann-ann ! Oh nann-nann-nann 'hat ! Pigur ar pezh ràè ar blas, pigur, d'ar voenn é an deliou bihen oa ba, ba'r, ba'r melchon kwa heñ ! Ma, ma peus ket deliou barzh ha traou ar mo(d)-s(e), beñ jom, laron doc'h jom keme(d) 'n dreujenn ! Hag ar loned zebègn ket hezh (a)nè, jetèh ur vorc'had pe diw dê ba'r ras(t)ell hag 'h eeh dé gass 'nê maes war-lerc'h ha jomè toud an treuj(ou) ba'r machin kwa heñ ! Zebègn ket (a)naoñ ar mo(d)-s(e) (a)nê !

– Ya

Ar c'herseg zebè (a)naoñ un tamm bihen, pigur ar c'herseg a zrailhè (a)naoñ kwa heñ ! Donc jome un tamm blas benneg. Med ar saout reègn kemed ur mou-moung ha lonkègn (a)naoñ hag a oa ket mad 'vit(e) heñ !

– Ha pe-sort mod vé lar(e)t « ruminer » 'vid ar saout ?

Tachkïal

– Pe-sort mod laret ?

Tachkïal !

– Ah bon ?

Taskïal, ma peus c'hoant kwa !

– Ya

Taskïal, ar mo(d)-se oa. Taskïal ra ar veuc'h, pé vis(e)-hè 'kousked, pé vis(e)-hè gorvêt ba'r c'hrow pe ba'r park, leun o gov :

« Ale ! Komañs eint d(é) daskïal ! » Vïe lar(e)t

– Bon

Ar mo(d)-s(e) larè ar re-gozh

17/01/2017

Ped a vugale peus Yann ?

Salud dec'h,

Dec'h oan bet 'wel diw blac'h ba Plonee assames ga Yann-Bêr Guyader, deut oa da gerc'hed aha'on blam d'ond da wel 'nê di, 'vel na prometet din, mersi bras daoñ. Amañ hi-mañ neuhe vo laket un tañva deus ar pezh a basseo 'benn arc'hoazh war R.K.B. (añrejistret meus an abadenn ma-hun ga ma zamm machin 'e hag un tamm 'zhpenn c'hoazh, sete vo laket toud amañ tamm-ha-tamm). Ahe neuhe vo A. ha T. 'kaojeal, diw gamarades deus Plonee. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Yann-Bêr
A.
T.




– Anve a res 'Tin 'boe pell-zo ?

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya, 'Tin hag he c'hoarésed 'e

Ya-ya !

Oh ya !

Ya

Oh ya

– Med kalz a dud, kalz a vugale zo bet savet amañ i(v)e heb o zud, amañ 'Tin lare oa marwet hi mamm a-bred, matese se 'n-om gave gwech ha gwech-all gan bugale-all i(v)e ?

Oh… Oh ! Anïou, anïou a rañw familhou mo(d)-se c'hoazh heñ !

Oh ya ! Be zo c'hoazh

Oh ya !

Oh ya-ya !

Anïou a rañw familhou c'hoa(zh) ar mo(d)-se 'è, ya ! Oh ya ! Oh ya-ya-ya ! Neuhe vïe kalz bugal(e) 'e hañ ! Set(e) n'é ket drol a oa familles nombreuses sè !

Nann-nann

Pfolalalala !

Nann

Ah ya

– Plijadur ha displijadur a-beb-sort ?

Beb-sort ! Beb-sort neump bet, ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ah ya-ya-ya ! Ah ya-ya ! Ah… Koste du-m(añ) oa 'e ur familh, matrehe eint kerent memes da 'Tin, les Goacolo ahe 'Tin

Ah beñ ya-ya ! Kindirivi, ya

Ya hag ar re-he oa marw o mamm a-bred 'e heñ !

A-bred 'e, ya…

Ha oagn seizh (a) vugale

Oagn seizh 'e, ya

C'hwec'h merc'h hag ur paotr ! Ha oagn bet dispartïet 'e 'tre diw ferm, houoh walc'h heñ !

Ya-ya-ya

Hag an tad neuhe vïe 'hond hag 'tond a-dreus mo(d)-se d'ond du-m(añ), deuh ur ferm ha d'un'-all. Ha pé bassee 'bïou du-m(añ), heñw 'h arete da laka(d) tan ba e gorn-putun hag an dud vïe 'houll gantoñ, Yann oa e hano :

« Ped a vugale peus Yann ? »

« C'hwec'h merc'h meus ha beb a vreur negn toud ! Set' peus kime(d) kalkulañ bremañ »

Ahahaha !

Welet ket pe-sort mod lak anèoñ da c'hoerzhin ?

« C'hwec'h merc'h meus ha beb a vreur negn toud ! »

Set(e) lod lar :

« Oh ! Dowzeg »

Ya

Lod-all lar trizeg, ahaha ! Ha oa c'hwec'h merc'h hag ur paotr, sete nagn bet beb a vreur

– Beb a vreur toud

Ahaha ! Gwel a ret ? Ah ! Ahaha ! Set(e) ni nïe plijadur ga'n dra-h(e) ! Memes brem(añ) pé vêmp ba le club du troisième âge sè ! Tud ha' zo me(me)s oad ganin vé kaochou kozh mo(d)-se ganomp ha vent krog lar an dra-he :

« Choñj peus deus Yann ? » Lar, « Yann Goacolo ? »

« Ya ! » Me lar, « choñj a meus »

« Ha ped (a) vugale na ? »

« Ahaha ! » Me lar, « me oar ! »

Ahaha ! Ya

Ahaha ! Ah ! Welet ket ? Ah ya-ya ! Ha heñ vïe 'h o(be)r 'n navette mo(d)-se kreis 'tre an diw ferm ha 'benn vïe deut da-beked du-m(añ), 'benn-neuhe vïe ket kin tan ba'r c'horn-putun ! Set(e) vïe daw dèoñ 'h aretal da lak un tamm glow ba'r c'horn-putun ! Oyowyowyow !

Ya

Ah ya-ya ! Bet neump bet partïajou wechou 'e hañ ? Ehe !

Ya-ya !

Oyowyowyowyow !

16/01/2017

'N-om okupiñ deuh ar re-gozh ha be bichennet gate

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistamant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oain ga Simon Pellequer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Simon
É. 




Me(d) didoñ ! Lar(e)t a-walc'h a vé, med pell-zo meump ket kaoseet brezhoneg, eh ! Matrehe zo tri-ugent la so ! Heus keme(d) gwel !

– Med…

Ya, med 'vid lar(e)d…

– Ah ! Traou sort-se kwa !

Ya

– Ya-ya, stribilhonou…

A-raog vïe, boñ ba, ba'h ar yêr, p(a) oan ga ma zud ha ma zud-kozh, pedur ma zud-kozh oa 'chom du-mañ, da ziveo ! P(a) oagn e(rr)i kozh ha oagn e(rr)i kozh, pudur ma zad-kozh oa, houzoh walc'h, c'hwezeg la ha pevar-ugent, 96 ha ma mamm-gozh oa seizh la ha pevar-ugent

– Ah ya !

Ar reñ-h(e) oa kozh hañ !

– Ya, n'é ket fall heñ !

D'ar mar(e), d'ar mar(e)-se ! Ha oagn ga ma zud, pudur d'ar mar(e)-se, houzoh walc'h, ar re-gozh, 'vel a laron dit, na douchent gwenneg e-bed ! Sete beñ nagn mann e-bed kwa ! Vije…

– Ah ya

– Derc'het ba'r gêr

Set(e) ar vugale vije red dê 'n-om okupiñ deuh ar re-gozh ! Oa k(et) un dra vall 'è !

– Ah nann

'Vi(d) ar vugale-vihen dïannañ papred !

– Ya-ya-ya-ya !

Heñ ? 'Vi(d) ar…

– Ha war-lerc'h pa vé koll(et) o venn gate ga'r re-gozh vé d'ar re-vihen da 'n-om okupiñ deusoute ! Ahaha !

Beñ ya ! Aha !

– Ma mamm na gwraet ar mod-se

Ah ya ? Ah eo-eo !

– Ar vamm-gozh pé oa koll(e)t he venn gati oa…

Ya

– Oa daw da ma mamm da 'n-om okupiñ

Daon ya 'ha ! Ya-ya-ya !

– Pass lesk anèi mond-kuit pe…

Med ba'h ar broiou-all ahe

– Ya

(E)ma, (e)ma ket kont ar mod-se ! Ar reñ-he 'n-om okup deuh o zud hañ !

– Ya-ya, med brem(añ) vé disparisset an dra-h(e) bremañ amañ

Med amañ hi-mañ, amañ… Ah ! Me(d) cheñchet é an traou toud ! Vêr ket 'vid kompariñ kin deus ma bed ! Ha bremañ toud an dud, ah beñ d'ar mar(e)-se an dud oa ba'h ar yêr 'è war ar maes !

– Beñ ya, ha choment ba'r vro

Beñ choment ba'r vro ha ba'h ar yêr, n'eent ket da labourad lec'h-all, oa… Lec'h bremañ 'r reñ-he, an dud… Tou'n traou zo difer's 'ta, an dud so toud 'labourad, ar merc'hed ha paotred ha…

– Beñ ya…

Beñ ya…

– Cheñchamant zo

Cheñchamant zo ha ff… Mo(d)-se (e)ma kont… N'ounn ket 'hañw é gwelloc'h, me(d) oh ! Gav ket diñ é kalz gwelloc'h, bremañ vé, vé da… Kaoud a ra diñ n'é ket blam on, a'h añw, a joñjon ba'h gwich-all, me(d) ff… Gwich-all vïe 'n dud 'tresse war…

– 'N-om jikoure kwa !

Ha 'n-om jikoure hag a…

– Ha 'n-om anee !

Hag a 'n-om anvee ha-toud ! Ha bremañ… Bremañ n'eus ket amzer an dud kin ! N'ounn ket, n'ounn ket à haloupad war petra (e)maint, war-lerc'h petra !

– Te haloup 'e, ahaha !

Eh ! Ya, med war-lerc'h petra ? War-lerc'h petra vêr à haloupad 'è, gav dit ?

– Ur bed o hond da goll… Ah ya-ya ! Beñ galoupet vé bremañ hañ !

Ah ya ! Ha, ha den e-bed neus amzer kin !

– Memes ar retreteed

Nann

– Gwashoc'h c'hoazh, ahaha !

Gwashoc'h, ah ! Gwashoc'h c'hoazh !

– Ya

Ya, heus keme(d) gwel deuh ar retreteed : Kalz a gav drol pa 'h añw d'o(be)r ma c'homissionou, pedur me vé é selled, n'é ket blam da lar(ed) on gwelloc'h (e)vi(d) ar re-all, med pé vên à ho(r)tos ma zro da basseal ha pedur n'añw kemed ur wich ar su'n mé kalz a draou ba ma sakoch ! Ha pé weloñ dreñw ma c'hein, pe vé un' pe dow ha' né keme(d) dow-tri dra, me lar daoñ :

« Kerzh a-raokon »

Meh-mod 'vel mefe rôet ur pezh-owr daoñ ! Ah, eh ! Me(d) 'velkent !

– Ya

Heñ ? Tud hag a zo in retred 'veldin-me ! Lesken ar re zo 'labourad, dïannañ papred, da basseal a-raog ! N'é ket, n'é ket, n'é ket ! Ahe (e)maint, ma haotr-kaezh-mañ, kajimant à haloupad ma welont… Pitoiabl é !

– Ah ya-ya, a-beb-sort vé gwel(e)t heñ !

Ah pitoiabl é ! Pitoiabl é… Ma ! Petra (v)o gwraet ? An dud n'ogn ket cheñchet

– Ah nann

Red é demp o(be)r gate mod emaint

– Petra ?

An dud n'ogn ket cheñchet, on changera pas les gens ha red é demp o(be)r gate mod emaint, il faut qu'on fasse avec comme ils sont

– Oblijet omp

Daon ! Oblijet omp ahe ! Met(r)amant chom ba'h ar yêr heb gwel den e-bed !

– 'Vel a ran-me, ahaha !

Ahaha ! Oh !

– N'é ket gwir !

Oh nann !

– N'é ket, ha deut out, deut out da-beked, da-beked du-mañ

– Ya

Eh ! Ahe (e)mout ket ba'h ar yêr !

– Ah, med amañ oan pedet heñ !

Ya !

– N'é ket me neus telefonet da Élise heñ !

Ah ! Me 'n-hi(ni) ma gwraet

– Ya

Pudur gwel a res meus ket amzer : 'Benn arc'hoazh, goude lein, n'on ket ahe !

– Ya

Petra zo… 'Benn (d)imerc'her n'on ket 'è, pedur 'h añw da c'hoa(r)i petank ga le club

– Ya

'Benn (d)iryow n'oun ket 'è : 'H añw da gass ur gamarades, pudur houm(añ) gondu ket ha d'ar gwener 'h añw gati (a)darr(e) 'ha d'an dantist, pudur gondu ket ! Sete gwel a res, kaijmant toud ar su'n…

– Po ket amzer

Ha fin ar su'n 'n-om gav ma merc'h-vihen, deuh an Naoned, un' deuh ma merc'hed-bihen, 'n-om gav da basseal un neubeud devejou. Sete ha pudur teu amañ pé teu, mond a ra goude 'è da, da di hi zud 'è ! Me(d) amañ 'n-om gav da zigentañ !

– Ya

Amañ gousk (a)ssames ganiñ hag a… Me, houzoh walc'h, à vichenniñ 'nèi un tamm hag a…

– Apala ! 'Vel a ra toud ar re-gozh kwa !

Daon ! Mod vé gwraet

– 'Vichenniñ ar vugwale

Ya, bichenniñ ha vé, ha vé gwraet dèi ar pezh a blij dèi ! Houzoh walc'h

– Ah ya, boued mad ha-toud

Daon ! Daon ma'hat-sur !

– Traou douss, traou mad…

Traou… Ah ! Ya

14/01/2017

Toud ar loned bew renk kaoud o boued

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga J. ba Skrigneg dilun, assames oain ga Simon Pellequer, bet in staj-brezhoneg ganen-me pad ar su'n. Trañskrivet an traou ga Simon ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Me(d) amañ n'eus ket difer's e-bed etre ar halates hag ar grigner ? Pe vé ket lar(e)t (ne)med un' ?

Daon 'ha ! Ar halates vije laret, houzoh walc'h, oh ! Ar gambr ! Dre-amañ vije lar(et) ar gambr !

– Ar gambr ha ni a lar ar gambr 'e, med ar gambr zo « la chambre »

Beñ ya ! Beñ ya…

– Hag ar halates oa « le grenier » din-me

Euh ya, ar halates oa da… Pugur gwich-all pa vïe, oa tïer bras ha' vije dow estaj !

– Ya

Sell ar gambr oa a-raog hag ar halates oa d'an nec'h

– Ya, an dra-he oa ?

Ya-ya-ya

– Hag ar grigner oa lec'h oa lak(et) ar greun ? Pe oa memes-mod 'vel ar halates ?

Ah daon ! Meh-mod 'vel ar halates !

– Ya memes-mod é

Ya-ya-ya-ya ! Ya, meh-mod é, ya-ya ! Pugur 'r greun vije laket war ar c'hambchou da sec'hañ hag ba 'r halates memes-mod kwa ! Ha gwich-all oa ket traou da gass ar greun d'an nec'h, gwich-all vije laket ar sac'had-greun war da gein ha d'an nec'h ga…

– Med me meus gwelet an dra-h(e) heñ !

Ah daon ya 'ha ! Ya, an dra-h(e) n'eus ket keid-se zo é

– Nann-nann

Vé gwraet kwa heñ ! Ya-ya-ya

– Ha vij(e) ket amerdet an dud ga'r logod ha ga toud an dra-he ?

Ah daon eo ! An dra-he vije, daon ! Me meus choñj pa oan yowank 'hat ! Ha oan 'kousked ba, ba'r gambr 'è hag a vije laket ur ridoch us d'ar gwele hag a vije ar rahed 'ha ! Hag ar logod à 'hond us d'ar ridoch ! Ha wichou goueent, houzoh walc'h, sell pugur ouïemp pet(r)a vijent mamp ket owen ! Houzoh walc'h

– Beñ ya-ya-ya

Daon nann ! Nann-nann ! Ah ya ! P(a) hé kaos ar rahed 'ha :

Gwich-all oa un' kozh barzh kêr hag a na ur gamarades d'an nec'h hag an (hi)ni kozh blije i vann'h gwin daoñ ! Ha oa o vevañ ga i vab hag i vab ràe ket arc'hant daoñ da gaoud gwin, na ar mab rôe ket gwin daoñ 'è ! Hag a pet(r)a ree-hemañ neuhe, 'n (hi)ni kozh lar :

« Oh ! Me zo 'hond da di ma c'hamarades, en(e) mo ur bann'h gwin damaig ! »

Ya, med i gamarades na ket (a) batates hag an (hi)ni kozh na !

– Ya

I gamarades lar daoñ :

« Ya, med degass un toullad-patates din 'vid pêo ar gwin ! » Lar

Ha sell un devezh oa aet an (hi)ni kozh adarre da ev(añ) i vann'h gwin hag i gamarades houlle digantoñ :

« Daon ! Fenoñs heus ket degass(et) un toullad-patates din ! »

« Ah nann ! » Lar an (hi)ni kozh, « meus ket kin ! » Lar, « ar mab neus tapet 'nê da, da lakad da voutañ us kambr krow-ar-saout, ahe voutint founnus ! » A lar, « ah(e) é tomm ga ar(a)n ar saout ! » Lar

Ah ya, med daon ! I gamarades a na klêt mad an dra-he 'è :

« Hopala ! Ma zo ba kambr krow-ar-saout, me oar p(e)-lec'h (e)maint neuhe ! » Lar

Ha pa vije k(et) ar mab ba ar yêr, i gamarades 'h ee da gerc'hed un toullad-patates ba hi tavañjer ! Ha pugur oa ur skeul d'hond ba'h ar gambr

– Apala !

Ah ! 'Benn ur mis goude neuhe n[a], ar mab a lare d'i dad :

« Me(d) oh ! Damaig 'h añw da selled deuh ar patates ! 'Benn-bremañ eint boutet 'è mad 'ta da blantañ 'benn ur penna(d)ig amañ, kar e(rr)i é poent ! » Lar

Ha p(a) oa 'n-om ga(v)et ar mab ba'r gambr, lar, houll diga i dad :

« Daon ! Da b(e)-lec'h é aet an hanter deuh ar patates mamp laket da voutañ ?! » Lar, « n'eus ket kin ! » Lar « Kajimant » Lar

« Ah daon ! » Lar an (hi)ni kozh daoñ, « goûd a houzes lar zo rahed dre-ahe ! » Lar an (hi)ni kozh daoñ mo(d)-se

Ha(g a)n (hi)ni kozh a lar daoñ goude :

« Daon ! Goûd walc'h houzes toud ar loned bew renk kaoud o boued ! » Lar daoñ mo(d)-se

Med an (hi)ni kozh ouïe da b(e)-lec'h oa aet ar patates, med houlle ket lared ! Ahaha ! Ah nann, oh nann ! Plijadur vije gwich-all, houzoh walc'h

– Ur pezh rah a oa !

Daon ya ! Ur pezh rah a oa, houzoh walc'h, beñ ya !

– Ah ya ! Me meus klêt ma mamm lar(ed) un dra, med oa ket sur-sur, matresse peus klêt, na choñj na klêt an dra-he ga hi, ga hi mamm ha ma mamm-gozh a lare : « Oh ba [ti] Tante Marie vije, vije tammet e gwin daoñ ? »

A vije tailhet i win daoñ

– Tailhet ?

Ya, ah ni a lar « tailhet » ya !

– Ah ya ?

Ah ya, tammet ya ! Vije ket rôet kalz daoñ kwa !

– Ya, ya-ya-ya

Just a-walc'h, ya

– Dosé, quoi

Ya, oui, la dose, ouais-ouais-ouais. Oui-oui !

– « Tailhet » vé laret amañ kwa

Ya-ya ! Ah, med hemañ é kaos a dailhe an arc'hant d'i dad ha tailh(añ) ar gwin daoñ 'è ! Hañw a ga(v)e mad ar gwin, med mir(ed) a ree 'naoñ toud 'vitoñ i-hun ! Ahaha ! Ya

– Ha an dud blije ket dê pa vije tailhet ar boesson kwa !

Nann-nann ! Med daon ! Gwich-all oa ket keme(nt)-se a voesson na kalz arc'hant da gaoud oa ket 'è, houzoh walc'h, nann !

– Ah ya-ya, me ma klêt lod lar(ed) an dra-he pa vije tailhet ar boesson, pa 'h ee an dud da zevechañ ba…

Ya-ya-ya !

– Ba ti serten re…

Just a-walc'h !

– A vije tailhet-mad ar boesson ha…

Ya-ya ! Ene vije laret :

« Oh ! Di meump ket emm da labourad re ! En(e) (v)o tailhet ar jistr damaig ! » Vije laret

Aha ya ! Lod a vije tost ha houllent ket reiñ jistr, houzoh walc'h, nann. D'an ampoent-se vij(e) ket kalz kaos deus gwin kwa !

– Nann

Vije ket (ne)med jistr partoud kwa !

– Partoud, partoud

Beñ ya !

– Vije keme(d) ba eureujou 'benn ar fin kwa !

Ah ya ! Neuhe vije ur bann'h gwin kwa ! Med oh ! Vije ket re hañ !

– Vij(e) ket re

Oh nann ! Nann-nann-nann !

11/01/2017

C'hoari ti bihen, dineizhiñ ha tapañ grilhed

Trañskripsïon bet disvanket d'an 18 deus mis-gwenngolo 2017
Transcription corrigée le 18 septembre 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga J. ba Skrigneg dow zevezh so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Me(d) fentus oa memes-tra pé ma klêt an dra-he, me ma klêt an dra-he ga un' deus Ponvel ha na laret din-me : Ba hi zamm kêr a oa bet eureujet tud gwech-all ha vije… Ped na laret ? Pemp kant den !

Ah ya ! Ya-ya-ya !

– 'Tibiñ traou maes ar mod-se

Ah daon ya ! Daon neuhe vije, neuhe veve 'n dud ga traou an douar toud, pezh a rente an douar kwa ! Ha ba'h ar gwe vije toud an avalou put ha toud ar reñ-he vije destumet toud !

– Ya, toud-toud, ya

Ha poahet toud d'o(be)r koñfitur d(a) laka(d) war ar bar(a) ! Ha neuhe oa powr an dud kwa heñ ! Ha oa ket arc'hant da breniñ 'n traou-all !

– Ha vij(e) ket fouetet sort e-bed

Hañ sort e-bed, nann !

– Nann

Ah nann-nann-nann-nann !

– Me ma klêt 'e ga un' deus Berrien ha' lare pé vije torret un dra bennaket, zigouee ket alïes, med pa vije torret ur volenn pe torret ur werenn pe torret 'n dra-he vije chetet an dra-he ba un toull-gwer

Ah ya ! Ya-ya

– Hag a vije ar vugwale 'tond da zespugn an traou-mañ blam da c'hoa(r)i gate kwa ! D'o(be)r ti-bihen

D'o(be)r ti-bihen, just a-walc'h ! Oh me meus bet gwraet 'è !

– Ah ya ?

Ah ya-ya-ya ! Ha pa vije torret ur vor(e)nn 'h eemp da, da dapañ toud an dra-he d'o(be)r an ti-bihen !

– Ah ya ?

Ya-ya-ya-ya ! Ah ya ! Ha kement goues(t) kozh ha traou vije, ar reñ-he vije destumet toud, laket ba'n ti-bihen ! Ah ya ! Ah ya

– C'hoa(r)i ti-bihen vé lar(e)t

Ya, c'hoa(r)i ti-bihen ha c'hoazh vije tapet ker(e)n, an deliou d'o(be)r ar saout ! Ar reñ-he vije ar saout ! Ya

– Ya-ya-ya !

Ah ya-ya !

– Ya, ma mamm a ree 'e

Ya, just a-walc'h hag des

– Avalou-pin ?

Just a-walc'h ha lakeemp d'o(be)r 'n deñved neuhen 'è, ya-ya-ya ! Oh daon ! Gwich-all a c'hoarïe ar vugale ga kement sort ha' oa toud war an dou(a)r ha lec'h bremañ sell ket 'r vugale deus traou mo(d)-se kin !

– Vij(e) ket c'hoarïet 'e « krog-raden » ?

Ah eo ! Ah ya-ya ! Just a-walc'h, ya. Ya-ya-ya !

– Chechañ krog… Ya

Ya ha chechañ bazh-yod vije gwraet 'è

– Hañ ya, oa ket memes c'hoa(r)i a oa ?

Ah nann-nann ! Ahe vije laket ur vazh hag ur plankon hag an hi(ni) honee kwa ! An hi(ni) sa(v)e egile, heñ vije goneg, ya. Ya-ya

– Ya, chech krog-raden ma klêt 'e pé vije torret ar raden pa, pa kollet kwa !

Ah ya-ya-ya !

– Pé vije torret da heñi, boñ…

Beñ oui-oui… Kajimant memes sistem walc'h é kwa, ya !

– Med ga avalou-pin ha ga deliou-kelen ma klêt 'e, ya

Ya ! Ya-ya !

– Ar loueou hag ar saout ha-toud

Toud-toud an dra-he, ya ! Ha bon ! Pa teue ar poent d'an neizhou-lapoussed a'h eemp assames da glask lapoussed hag an hi(ni) a ga(v)e ar mïañ (a) vïou neuhe vije gwraet ur fritadenn-vïou pa 'n-om ga(v)emp ba'r yêr !

– Hañ !

Ar reñ-he vije debet toud, (ne)med-seped ar vamm neuhe selle pete-goûd vije lapoussed barzh enne, houzoh walc'h, ni dape toud ! Houzoh walc'h

– Ya-ya-ya, ahaha !

Ahaha !

– Mond da zineizhañ kwa !

Daon ya-ya-ya ! Ah ya ! Ma daon ! Ha mijemp plijadur 'hond ba'n heñchou kozh ha 'n traou mo(d)-se da glask neizhou, houzoh wac'h !

– Med gwech-all gozh vich(e) ket pêet ar vugwale 'e da zineizhañ ?

Meus ket bet klê(t) an dra-he, nann

– Me ma klêt, med matresse oa ga Jañ-Mari ma klêt an dra-he, vije pêet ar vugwale da zineizhañ, pugur vije amerdet an dud ga serten lapoussed

Beañ, gwir ! Gwir é, gwir é, ya-ya !

– Ha neuhe vije pêet ar vugwale ma 'h eegn da, ma 'h eegn da…

Eo ! Ah eo ! An neizhou-pik vije din[eizhet], ar reñ-he vije dineizhet hag ar baotred vihen 'h ee ba'h beg ar wênn da denn an neizhou kuit kwa ! Sell…

– Ah ya, neizhou-pik ?

Ya, kar ar piked, pé vije re, ar reñ-he ree ravaj kwa !

– Ya, laerezh heñ !

Daon a'ha ! Ya-ya-ya ! Ha 'n uiou 'h ee ga'r piked !

– Ya

Hag ar yir gwich-all vije toud er-maes, sell ar reñ-he ree o neizh lem a teue da, da joñj dê hag ar piked ouïe pe-lec'h vije ar reñ-he 'toiñ hag a'h ee an uiou toud gante, houzoh walc'h. Sell se zo kaos vije dineizhet ar piked blam da se kwa ! Ya hag ar brini memes-mod !

– Brini, ah ya…

Ya-ya-ya

– Ah ya ! Brini oa, meus choñj bremañ

Ah ya

– Ya

Ya-ya

– Pe vij(e) ket laket 'r sponter-brini ba-kreis ar park ?

Ah eo ! Eo-eo ! Oh, me(d) ar reñ-h(e) 'n-om ga(v)e da veañ digourdi, dijent ket owen raog ar reñ-he !

– Ah ya ?!

Ayayay ! Ar lapoussed oa digourdi walc'h 'è, ah ya ! Digentañ teuent ket sur pé welent hezh ba-kreis ar park, me(d) 'benn fin an dro welent lar vouje ket kin :

« Oh ! Bremañ zo moien d'ond ! » A joñjent

– Pe matresse oa un' ha' oa hardïoc'h un tamm

Ah ya, eo-eo ! Beañ vije, ya-ya ! Ah ya !

– Ah ya, ar lapoussed blij dê 'tiskrapad…

Ah ya ! An dra-he blij dê !

– Med me wel ar re-he wechou 'e war 'r jerdin ha vé…

Ya

– Pa teu ur vou(a)lc'h

Just a-walc'h !

– Hag a ziskrap traou ha pa vé laket deliou-marw war an traou ha goude-se

Neuhe a ray sur ! Neuhe a riñso 'nê toud ma hall

– Ha toukoutoukoutouk !

Ah ya-ya-ya ! Ah ya !

– Me meus choñj 'e pa, ar wech divé pa kaojeet deus ar vou(a)lc'h a oa klask kaoud ur vuzhugenn

Ur vuzhugenn, ya, oh papred welon 'nê, ya ! Ya-ya ha welon hoñzh, ar vou(a)lc'h, hoñzh vïe 'chilou pe à selled hag a wel beg ar vuzhugenn ! Hag a grog ba'h ar beg ha' zelc'h chechañ war'nèi ken né bet 'nèi, houzoh walc'h

– Ya

Me(d) ar buzhig pa vegn ba'n douar 'è a…

– 'N-om chech 'è

'N-om chech 'è, houzoh walc'h, ya-ya ! Eo, ka(v)oud a reent ar moien da gaoud 'nê !

– Vé ket lar(e)t amañ 'vid ur peïsant 'e : Un troc'her-buzhug ? Pa ket klêt kaos deus an dra-he ?

Nann, an dra-he meus ket bet klêt, nann

– Med an dra-he zo 'vid un tamm fent un tamm kwa !

Ya-ya-ya

– Pe ur c'hlasker-grilhed ?

Ah geo, gwich-all a'h ee ar vugale da glask grilhed 'vi(d) ar besketerien !

– Ah ya ?

Ah ya ! Nin, nin memp gwraet ha 'h eemp da, da ziwoull ar saout d'ar prajeier ha pa gleemp ar grilhed 'kanañ vije lak(et) ur blousenn blam daoñ da zond er-maes ha vijent laket ba ur ouest-alumetes ar grilhed ha pa vije pevar-pemp grilh ha oa ur gwenneg oa peb grilh. Sell goude mamp arc'hant da gaoud hor bomboniou, houzoh walc'h

– Oa ket kér ar bomboniou d'ar mar(e)-se

Nann, oagn ket sur ! Nann, ah nann-nann-nann. Nim oa 'chom ba bord ar rinier, sell vije pesketerien alïes pa teue poent ar besketêr(e)zh hag a teue da houll diganemp :

« Tapet peus grilhed din ? »

Ah ya ! Med ni ouïe pedavar(e) vije d'o(be)r…

Aha ! Krog é an tan da strink(añ) amañ !

– Ya

Ah ya

Sell vije préss war'ha(no)mp da zestum, da dapañ grilhed, houzoh walc'h hag a da dapañ buzhig ha-traou 'vi(d) ar besketerien

– Beñ ya-ya-ya-ya-ya ! Beñ ma vijes pêet

Daon ya ! Aha ! Ah ya !

– Klasker, ya me ma klêt « ur c'hlasker-grilhed », me(d) 'vid lared ur peïsant fall kwa !

Ah ya ! Aha ! Ya-ya-ya !

– Pe un torrer… Pet(r)a ma klêt c'hoazh : Un torrer pennou-tousseged

Ah ya, gwich-all vije traou, me(d) an dra-he meus ket bet klêt hañ nann ! Nann, me(d) un dèn ha' vije feneant a vije, un tamm vije lar(e)t :

« Oh bah ! Hezh so un taper-grilhed ! »

– Un taper-grilhed

Ya, heñ bassee e amzer 'h o(be)r mann e-be(d) kwa !

– Chech-e-rèr ?

Voilà ! Ya-ya, ah ya !

– Hezh vé chech-e-rèr gantoñ dreñw dalc'h-mad !

Ya-ya, dalc'h-mad, ya !

06/01/2017

Kleden gaosev mad 'vel Speied

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



C'hwi oar gwelloc'h 'vidon, me meus ket choñj kàer kén (aha)naon !

– Nann, med klêt meus traou, med neuhe beñ blam da hoûd da-beked pe-lec'h vé lar(e)t, just a-walc'h. Blam da se houllon, « jô-beg » vé lar(e)t partoud heñ !

Ah ya ?

– Ah ya-ya-ya ! Sant-Wazheg vé lar(e)t, ba Uhelgoat vé lar(e)t, Skrigneg vé lar(e)t

Ya-ya, ar gomz so memes-heñi, med ga un, un accent différent a-wechou kwa !

– Ya hag amañ ! Amañ ba Speied a jeñch un tamm !

Oh ! Am(añ) jañch da b(e)-lec'h-all 'è

– Ya-ya-ya, med…

Gaos... Ne gaoseomp ket mem-mod 'vel re Sant-Hern (aha)namp heñ !

– Nann

Pass toutafed kwa !

– Pass toutafed… Ha cheñch a ra tamm-ha-tamm deus an, deus an eil barres d'heben kwa !

Med Kleden, Kleden gaosev mad 'vel Speied, ya. Oh ya ! Ba Kleden, me aneè kalz tud, pugur ar re oa deuet d'ar ferm-houm(añ) oa, ba'r ferm-all gi-s(e), ar re-m(añ) oa deuet da Kleden dé jom ba am(añ) gi-m(añ)

– Ah ya ?

Choñj bet 'h o(be)r cherriadeg 'è, chounai d'ar Poulpri da Kleden

– Cherr[eader], pet(r)a peus lar(e)t ? Cherreader ?

Cherriadeg Gouel-Mikael

– Ah, cherriadeg ?

Ya, c'hwec'h karr kwa ! Petram am(añ) vïe kerc'het (a)nê ba heñchou fall ba du-(ho)nt, leun a bri ! « Poulpri » vïe gwraet da kêr 'è. Ha 'n dra-h(e) so 'raog digoueo ba Kleden ba'n tu klei ah(e) gis-s(e) ha gwel(et) tud da Kleden. Ah yeo-yeo ! Me anee tud ba Kleden 'è, d'an amzeriou 'è… Ha neu'n, 'n heñi zo 'telc'hen mé ferm din zo originaire da Kleden. Set' tàe-hezh, pé 'h emp da, da wel ar match dé Gleden an traou ah(e) gis-s(e). Hezh anee ur bern tud, set' me zo aneet ba Kleden diga hezh, hag e… Ha hè anev (aha)naon ha lod anev (aha)naon ba Sant-Hern, na gwel(e)t hè (aha)naon ba Leuhan ur wech, heñw lar ma hano din ha me ouïen ket piw oa-heñw (aha)naon ha heñw oa-heñw tad an antreprener da Sant-Hern, Emery. Ha oamp 'tond dé wel ur match ba Leuhan. Oh mod-all, meus ket… Oh yao ! Med ba Sant-Hern meus tammou connaissances, med neubeutoc'h un tamm bihen… N'oc'h ket bet d(a)-bek(ed) Sant-Hern (aha)noh ?

– Nann

Ar C'haloneg ba Sant-Hern gaosev, beñ hezh so dow p(e) dri bla koshoc'h 'vid(o)n. Albert Calonnec, mod-all wel(o)n ket tud… Yeo, Basile Goacolo, heñ gaosev brezhoneg ya, med hezh so e(rr)o un tamm war 'n oad, breum(añ) (e)ma, (e)ma-heñw deg vla ha pe(va)r-ugent 'benn-brem(añ) ma'hat. Hezh so bet (a)ssam(es) g(a)nin 'h o(be)r, 'h o(be)r kampagnou, petram 'h o(be)r sêsoniou 'vel po c'hoant kwa, ba'r sucrerie ! Mod-all, yao : André Daniel ha ga hezh, c'hwi aneoc'h ket ar re-all ahe sur a-walc'h, hag so bet ba'n Amerik… Ha mïoc'h vak, ba Sant-Hern a-raog 'e ! Me é ar c'hentañ heñi a peus enterrojet ba Speied ?

– Ya ar c'hentañ heñi ha an heñi nemetoñ

Ha neu'n 'n heñi divèoñ ?

– Ya, ahaha ! Med me n'aneon ket den e-bed amañ mod-all heñ !

Oh beñ, welon ket kalz tud 'kaoseal brezhoneg 'veldin-m(e) kén (aha)naon, pugur ur bern d'anê zo aet-kuit dijar : François Floc'h, brem(añ) in Palae, hezh gaosev 'veldin-m(e) a-peu-prè, pugur neus kemed ur bla ha tr(i)-ugent, meus ket ka(ve)t… Be zo tud da Speied ha' gaosev brezhoneg, med toud, toud ar re zo ba Speied n'eint ket da Speied anê 'è !

– Nann, pass toud

Ar re zo deuet da, da Prizïac dé jom da Speied, n'ounn ket (ha)g-eñw oar-hè ar brezhoneg (aha)naon hañ ! Meus ket bet degar(e) dé gaoseal gante, 'h añw ket mod-all… Kaoseal brezhoneg, esplik(añ) an dra-(ho)nt d'ar, d'ar re-yowank zo brem(añ), (e)mon ket avañsetoc'h ga'n dra-(ho)nt, pugur gomprenont ket mann (e-)bed (a)nê !

– Med blam a-se ran-me pezh a ran-me, just a-walc'h

Ha un' hag a zo, gaosev brezhoneg bew, mad é Jean Lanéval ba Croas Penn ar C'hoat ba du-s(e) ba b(e)-lec'h (e)ma ar ar machin, med mond dé wel (a)nèoñ hoh-hun ! Hezh gaosev ket war-lerc'h kalz 'nèoñ 'è ha hezh so un ancien saisonnier 'è kwa ! Hag e, ma ar brezhoneg : Wechou tàè-heñw dé wel (aha)naon ba'r gêr ha gaoseemp kemed ar brezhoneg (aha)namp. Ah yeo ! Ur wech oa e(rr)o ur Parisïan (a)ssames gantoñ, set(e) vïe daw domp, 'benn dalc'h ar Parisïan au courant d'ar goñversassïon, vïe daw domp kaoseal

– Galleg kwa

Galleg ur wech tre vare, med ar Barisianed vent keme(d) fougeal 'nê ! Peus ket bet kompren(et) ba'n dra-(ho)nt (aha)noh ? Fi 'ha ! Ar re aneoun papred… Ha sell un' ba'r penn-all am(añ) gi-m(añ), (e)ma ket ah(e) gis-s(e) brem(añ) (a)nèoñ ha, ha n'oun ket bet (???), heñ jom dé gont(o) doc'h, ar pezh nôa gwraet-hè, ar machinou... Med c'hwi peus ket kalz (a) dra da lar gante (aha)noh. Me meus ket kalz a dra da lar dèoñ, pugur meump ket bet gwel(e)t memes micheriou (aha)namp, set' ar mo(d)-s(e)…

– Ya

Oa-heñw transporteur routier 'hond dé, d'an Itali ha d'ar C'horss ha dé macheñ di kwa !

– Ya, foutr p(e)-lec'h kwa !

Foutr da be-lec'h, ya ! Da… Pour les armoires frigorifiques ha traou mod-m(añ), n'ounn ket pet(r)a vé lar(et) d'anê e brezhoneg (aha)naon. Meus ket klêt kaos da 'n dra-(ho)nt 'ha ! Goûd ret pet(r)a é, med eh…

05/01/2017

Bissiklèt, forn-ra, an treñ hag ar gar

Salud dec'h,

Fenos vo laket añrejistramant ma gwraet ba-ti Élise ba Skrigneg, be oa 'e J. ha M-Th. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, ma mamm, Y-B ha Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
- A.
+ Y-B
Élise
J.
M-Th.



Jilou 'ta ! A-raog ni mamp ur medussin am(añ) hag a'h ee in bissiklèt da gaoud an dud !

Ya ! Ya, daon ya ma'hat-sur !

Daon eo ! In bissiklèt…

– Pe-hini oa-heñ neuhe ?

Eh beñ pe… Pe-hano oa deja ?!

Euh… Coat !

Non, attends ! N'é ket Coat a oa… C'hoazh un devezh oa aet, kajimant oa aet d'o(be)r ur visit, mé-keres, da Gerbrad

Ya

Hag 'n-ur zond war i gis oa kreuñvet ar rod

Ah !

Ar roud !


Hag p(a) oa 'n-om ga(v)et tal-kichenn ti ma mamm-gozh ha ma yontr a(ho)n(t) ar hi(s)-(ho)nt

Barzh Kervun !

Ya, oa heuget heurten war i vissiklèt ha na chetet 'nèi ba'h ar jerdrin ene ma haotr-kaezh-mañ ! Sete me ma ur ginterves ha' oa ene in vakeñchou, Marie-Thérèse

Ya

Hag é deu(et) maes hag é aet da lar(e)d d'hi zad :

« Ahe zo un' ha neus chitet i vissiklèt ba'h ar jerdrin ahe ! » Lar

« Ah ya ?? » Lar ma yontr

Ha hañw zo deut war doull an noñr da wel :

« Oh !!! Otrou midussin ! » Lar daoñ

Houm(añ) pa na gwel(et) hi zad à lared, hemañ na tenn(et) i dok da rentañ, da lared

Ar boñjour daoñ !

« Petra ?! » Joñj-hom(añ), « ur medussin ha (e)ma ga i vissiklèt !? »

Med re-wir é !

Ya-ya-ya ! Med heñ oa ba Moulin Terre ahe

Ba'r Chaocher ?

Ba'r Chaocher !

Hañ ya ?

Dokteur Coat ha pa nïe, na oto (-e)bed a'h ee in bissiklèt !

Ah ! Ha sete oa in bissiklèt, med skuizh oa ! Hete 'benn fin 'n dro na telefonet, ma-kéres deus ti ma yontr, da Francine Fer da zond da gerc'hed 'naoñ

Ah, da zond da gerc'hed 'naoñ, ya

Ah ya…


Ya 'ha ! Sete 'n-om ga(v)et Francine neuhe da gerc'hed 'naoñ

Da gerc'hed 'naoñ, ya

Ga'n oto ha i vissiklèt ha-toud…

Beñ ya…

E'h ee da wel an dud in bissiklèt !

Daon ya ! Daon d'an, d'an ampoent-se oa ket otoiou kalz, houzoh walc'h, nann

Me(d) an dra-he n'é ket ken kozh-s(e) hañ !

Nann ! Nann daon oa… Me meus choñj mad pa oan ba'r skol oa-hezh ba'r Chaocher 'e !

Ya, ah ya ! Ya-ya

Ya ! Ha da bell goude da var(e) me oa matreh(e) dowzeg-trizeg la 'benn oa-hezh…

Med matrehe (v)o red demp mond in bissiklèt c'hoazh !

Matresse, ya…

Beñ ya !

Ya, ya-ya… Matrehe n'o ket essañs da lakad ba'n otoiou

Daon matrehe nann !

Nann, nann-nann…

'O red demp c'hoa(r)i bissiklèt c'hoazh !

Nann, n'eint ket gwraet (ne)med lared é daw o(be)r, dihan da, d'implij kenkoulz an elektrissite 'vel a vé gwraet an essañs

Beñ ya ! Med daon pet(r)a ray an dud 'benn ar fin neuhe ?!


Lak ur bann'h-chistr dê neuhe

Ah ya, ur bann'h bihen a jistr neuhe c'hoazh

– Med pet(r)a é ur « chaocher » dit ?

Hano ur gêr

Merssi… Hano ur gêr ! Ya

Ya, mod-all oa 'è ur « ville » oa !


– Ya

Ha vé gwraet Moulin Terre…

Sell ! Ar Chaocher, ahe (e)mañ, sell !

Hag ur vorn-ra oa 'è !

Hag ur vorn-ra zo ahe ! Gwel a res 'nèi ahe ba'h ar Chaocher ? Nann ! Ahe !

Nann-nann, an hi(ni) bihen ahe ! Ahe ya

– An hi(ni) bihen

Ya


Nann !

Ahe, ahe (e)ma ar Chaocher !

Ahe !

Ahe oa bet braw an traou ! Daw (v)o kass(e)d (a)han(ou)t d'o(be)r ur gwel dre ar Chaocher… Ha da 'h essal lakad d'o(be)r ur foto

Ahe oa un usin

– Ya, med (e)mañ ket kin heñ !

Eo !

Ah eo ! Med n'é ket, n'é ket frèget (ne)med…

Ya, neve-goueet é, neve-goueet é


Un usin de, de…

Ar chiminal neuhe (e)ma ket kin, med mod-all…

Un usin, pet(r)a vé gwraet ?

D'o(be)r ra, ya ur vorn-ra

Ya, ur vorn-ra !

Ha vije tennet mein ha poahet ba'r vorn, set' d'o(be)r ra ! D(a) daol war ar parkeier kwa !

– Ba'r parkeier vije taolet ra ?

Ah ya !

Ah ya, taolet ra, ya

D'ar gar-Skrigneg viche kasset 'è

– N'é ket ene oa Raymond Lezinter ?


Eo ! Daon daon ! Dê oa an dra-he !

Ya, daoñ ! Daoñ oa a dra-he, ya ! Pe d'i dud kwa ! D'i dud

– Ah ouais…

D'i dud !

Ya, d'i dud

– Blam, blam bet(r)a vije kasset d'ar gar ?

Beñ da drañsport(añ) ga'n treñ !


Beñ daon ! D'ond ba'n treñ

– Da drañsportañ ?

Da drañsportañ ga'n treñ kwa ! Ya

Ya

– Ha d'ar mar(e)-se oa an treñ bihen c'hoazh ?

Ya


Ya !


Ya

Vije des wagons war-lerc'h an treñ ha vije karget ra da gass(ed) d'ar broiou-all kwa !

– Med pevar(e) oa dihanet d'o(be)r ga'n treñ ?

N'é ket merket ahe ?

– Raog ar bresel n'é ket ?

Ya

Raog, ya raog ar bresel oa

Ya

Ya-ya-ya

– Oa ket treñ e-bed kin war-lerc'h ?

Pe, pedavar(e) é ?

Eo-eo ! Eo

Ah ! Pad ar vresel oa un treñ heñ !

Ya-ya-ya ! Barzh ar gar-Skrigneg oa un treñ pad ar vresel !

Ya


Ya-ya-ya !

Ya, ya…

Ya, med ar vorn-ra a varche ket !

Ah ya ! Ar vorn-ra, ya

Ya, varche ket neuhe !

Me meus ket choñj kin…


Ya-ya ! Un bennañket a'h ee ga i wetur da gerc'hed…

An dud d'ar gar ! Hag ar c'holïou

Hag ar c'holïou hag an traou !

Ya, ga ur marc'h, ga'r soñ 'è…

Ga ur marc'h !

Ya

Hag i wetur

'H ee da gerc'h(ed) ar c'holïou beb mintin d'ar gar

– Med Raymond na ket gwraet un dra bennaket gan ar vorn-he ?

Oh nann…


Oh eo ! Na ket bet gwraet un dra mennañket ga… ?

Essêet na bet… Med na gwraet mann (e-)bed, nann-nann…

– Me zo joñjal ba'n (hi)ni-all 'e : An treñ-patates

Ah ya, nann ! Am(añ) é Montroules-Kareis kwa hañ ! Ya, bassev ba Skrigneg ha vé gwraet gar-Skrigneg deusouti

– Ya-ya


Ya, 'h aeret a ree an treñ ! Ostaliri ha-toud oa heñ !

Ah ya-ya ! Barzh Kervallon meh-mod a'h arete ha oa…

Ya, oa ostaliri ha-toud !


Ya !

Partoud lem 'h arete 'n treñ vij(e) un ostaliri pe ziw…

Ah ya-ya-ya !


– Med partoud vije ostalirïou

Ah partoud !

Ya

Ah daon ya ! Partoud a oa ! Me meus choñj pa oan yowank a'h een da Gervallon da gemer an treñ d'ond da Vontroules, meus choñj ya, vijemp c'hweet d'ond ba'n treñ me lar dit ! Ya

Ya-ya, med me n'on ket bet gwech e-bed hañ !

Ah nann ? Eo ! Me so bet, ya

Mamañ, hounn walc'h, 'h ee 'ha kwa !

Ya, ya-ya

Mod-all ni 'h ee ga Pierre-Luc

Ya, Pierre-Luc ya ! Ouais

Ya-ya-ya ! Aotrou Pierre-Luc a'h ee da Vontroules


Ya ! Me ma un tad-kozh, meus bet klêt lared hag a oa aet da bren(añ) un ar ! Ur braban, da Rostrenn

Ya-ya

Ha oa bet ba Rostrenn, na pren(et) ur braban hag a hañw na lar(e)t 'è 'benn oa aet deuh ar yêr :

« Daon ya ! Me vin ket 'vid digass 'nèi ganiñ ! » Lare-hañw mod-se

War i gein kwa !

Nann a'ha !

Ha un' ha oa 'lar(e)d daoñ :

« Ho keme(d) kass anèi d'ar gar ! »

Ah ! D'ar gar…

D'ar gar !


« Hete (v)o digass(e)t dit »

Med hañw na ket komprenet mad, pa na pren(et) an ar na laket 'nèi bord ar gar ar mod-se

Ah ! Ahah…

Heb hano (e-)bed warni na sort e-bed ! Hag oa soueet passeet eizhte… Hag ar braban teue ket !

Teue ket, nann

Sete oagn soueet, sete oa sa(v)et klask !

Ah ya !

Sete n'ounn ket pe-naos na, na…

Na gallet kaoud…

Na, na…

Diroutiñ kwa !

N'onn ket 'hañw lar an telefon na, n'onn ket…

Oh oa ket 'ha !

Nann

Nann… Pe-naos oa… Un' bennañket oa aet da wel pet(r)a zo kaos teue ket :

« Daon ! » Oa lar(e)t daoñ pa oa e(rr)i ene, « amañ zo ur braban » lar, « deg devezh so ! Hag n'eus hano (e-)bed warni na sort ! »

Heñ ga(v)e daoñ oa keme(d) lak anèi

Lak anèi, ya, ene !

Ya, aha !


War bord ar linenn ! Hag an dra-he vije deut dre ar Spered Santel mod-se da Skrigneg !

Da gar-Skrigneg

Ya, ya-ya-ya !

Ya !

Med daon ! Deuh ar gar, goude, vije red daoñ mond ga ur c'harr ga gerc'hed 'nèi pe un dra mennaket, ya


Ya

Ya, med deus gar-Skrigneg goud(e)-se oa tostoc'h

Ya, goude oa tost daoñ !

Med oa ket prest da zond, pudur na ket laket adress e-bed !

Ha na ket laket mann e-bed, oh nann 'ha ! Ahe oa…

Oa ket bet (ne)med, lar(et) oa daoñ :

« Kass anèi d'ar gar ! » Oa lar(e)t daoñ, « hag ar mod-se (v)o digasset dit ! »

Ah ya 'ha !

Med daon !

Heb hano (e-)bed na den e-bed da zigass anèi, houzoh walc'h

Daon nann !

Beñ nann !

Ah ya…

Ya

Raog oa bet-sort mod an traou !

Oh ya !

Gerard…

Ha oa ket disket !

Nann, 'h ee da di gwas Nelly Henaff ahe

Ya

Heñ neus choñj pa teue ar vakañsou gwech-all ha d'ond ga e yontr ga'r c'harr da gerc'hed 'nê d'ar gar

Ah ya !

Hag ar balijennou ha toud an traou ! Ha vijent stad toud !


Daon ya !

Daon ya !

Toud ba'r c'harr da-beked…


Ah fi ya 'ha !

Daon ya 'ha, houzoh walc'h !

Med ar mod-se vij(e) ar jeu hañ !

Daon mod-se oa ! Ya-ya

Ya, ya-ya, ah daon 'ha !

Lod na ur wetur, med toud an dud nagn ket hañ !

Ah nann, nann-nann !

Nann

Amañ teuer ga'r c'harr da Roc'h da gerc'hed 'nê da… Ya

+ Ar gar zo, zo pell deus ar bourk ?


Pevar gilometr

Ya, ya

Med Skrigneg so bras ! Pont-Troël deuh ba'n tu-all, amañ hi-mañ lem a oa Élise, Pen ar Garont


An dra-he ha me zo c'hwec'h kilometr, me oa c'hwec'h kilometr deuh ar bourk, set' ahe ree deg

Deg

Deg dija ! Ya, ya-ya ! Med ya !


Beñ ya ! C'hwec'h kilometr

– Ya, med hir a-walc'h é ar parrechou amañ memestra

Ah ya !

Ya !

Ah ya !

N'ounn ket, n'ounn ket 'hañw n'eus ket pemzeg kilometr…

'Tre…

'Tre Coat-ar-Herno ha neuhe 'tre Pont-Troël

Pont-Troël, ya, pemzeg ha neuhe…

Ha 'tre…

Gerseac'h !

Da Gerseac'h

Pontrein, n'é ket Pontrein é, Pontrein ha Pont-Troël é ar pellañ toud !

Matresse ya, pemzeg kilometr de distance

Ya matresse ya

Deuh an eil penn d'hiben… Ur fakteur oa amañ hi-mañ ha' 'h ee in bissiklèt hag hezh na oremus (e-)bed da lak i lizhirou ba'h i sakoch ! Hag un devezh oa 'n-om ga(v)et ba'h ar Gerseac'h, d'ar mar(e)-se 'h eent war o zreid, houzoh walc'h !

Ya, war o zreid, ya

Hag a é aet da gass ur lizher diñ, deut war i gis 'treusteg amañ ha goud(e) na gwel(et) oa ur lizher-all d'ond da Gerseac'h adarre !

Ya

« Oh ! Kerseac'h ahe ! Adarre !? »

Ahaha ! Ya-ya

Ha daon ! Deus Skrigneg…

– Drïe ket 'nê a-raog kwa ?

Nann, ree ket, an dra-he oa ket disket dê ! Houzoh walc'h


Oa ket disket !

Nann

Deus Skrigneg…

Heñ oa Jañ-Louï ar fakteur deus ar Mene-Bras ahe !


Ya, re wir é hañ !

Ya-ya-ya ! Gwir é an dra-he !

Da Volazeg e'h eegn 'è, houzoh walc'h, re Skrigneg 'è

Ya-ya ! Oa ket fakteur (e-)bed ba Bolazeg mod-all, houzoh wac'h

Nann, an dra-he oa pell hañ !

Sell oa pell dê mond, houzoh walc'h

Ya, ya

Med a-walc'h vich(e) kalz a lizhiriou na traou !


Oh nann a'ha !

Nann

Na journaliou oa ket d'ar poent-se, houzoh walc'h !

– Oh nann !

Oh nann…


– Na publissite

Nann ! Oh nann 'ha ! Ar re-mañ zo tro-walc'h deus an dra-he, ya !

Ah ya !

– Publissite a zo, a zo bremañ… Holala !

Oh ! Ya, ken vé leun ar…


Daon ! Po kin ma pé ket c'hoant ! Me n'é ket…

Ah nann !

Me mé ket a bublissite

Ah nann 'ta !

Hi(n)i e-bed !

– Te pé ket (a) b[ublissite]… Ahaha !

Ah nann-nann-nann-nann !

– Teu ket beked amañ

Teu ket da-beked, da gass(ed) dit ?

Ah nann-nann-nann ! 'Boea, daboea ar gomañsamant ma lar(e)t daoñ :

« Ma heus c'hoant a rin un tamm gwerzh-putun dit 'vid da almanag 'o 'benn fin ar bla, n'es ket da lakad sort traou-se din ba ma… ! »

Fidandoue ! Med heñ neus sentet deuh-ouin-m(e) !

Ah !

Ha pa vé, ha pa vé ur « remplaçant » Élise neuhe, pet(r)a ?


Ah neuhe vé !

Ah ya ?

Ah ya ! Neuhe vé


Neuhe vé

Ya

Se zo kaos a hounn ! Med vé ket alïes ur remplaçant

Med be zo un' ahe his-se memestra

Ya-ya ! Ahe neuhe vije leun ar…

Ya-ya

Med ga hem(añ)-all !

Ah nann

D'o(be)r pet(r)a ?

– N'eint ket mad d'o(be)r tan !

Nann

Ah nann ! N'eint ket mad d'o(be)r tan

Zevont ket ! Na zevont ket…


Ha me gemeron ket 'nê, in mod e-be(d) !

Nann, nann

Du-mañ bremañ vé leun ar ouest ga an dra-he, pugur vé laket pub 'Fin diñ ha neuhe pub Frañçois Gag ha ma hi(n)i, sell a vé tri !


Oyayay !

– Oh ya !

Ha vé leun ! Ah, med bremañ é laket war 'r ouest : Pas de pub !

Ah ouais !

– Ha vé ket rôet heñ !


Nann

01/01/2017

An tad ba'r vresel p'arzeg

Blavezh mad dec'h toud,

Fenos vo klêt amañ un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba-ti Jean-Marie Skragn deus An Uhelgoat, Doue d'i bardono. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/162147479



Med bremañ neuhe, bremañ vé gwraet kaos ar Chemin des Dames ahe, n'eus kim kaos an dra-he kin heñ ! Breum(añ) ! Med me ma klêt 'hat keit-ha oan yowank, ma bet klêt kaos ar Chemin des Dames ga'n tad pé vïe en imor vad ! Pudur hañw, hañw oa bet ene ! Ha hañw neus bet kont(et) an dra-he, ar vuhe (e)mêr 'tisklêriañ din bremañ, alïes ! Gwel pe-sort mod vije an dud pad an de toud 'tre an diw lin(e)nn, vïe ket voien d'ond da gerc'hed 'nê, pudur ma 'h ees da gerc'hed 'nê vïe ar mitrailheus 'tihastañ 'han(ou)t !

Ha hañw i-hun oa bet chom(e)t pad an de toud ba un toull-obu(s) ga un' marw tal i gichenn ! Ha hañw 'h o(be)r an heñi marw 'è, pedur ma nïe bouj(et) un tamm : Rhaa ! Oa, vije tennet war'naoñ c'hoazh !

Vijes kû ba-dindan

Hag a… Ha pegen truegus oa klêo an dud 'hopal o mamm ! Ba kement sort langach oa toud ! An dra-he neus bet lar(e)t din, an dra-he, an dra-he ree poan din : Toud an dud 'hopal o mamm 'ta ! Lod en alamant, lod en anglè ha lod 'è… Ar Senegaleed, pudur hañw, hañw oa ba ur rejimant kolonial, le deuxième [régiment d'infanterie] coloniale ba Brest amañ, hete vïe Senegaleed 'tond hardi ha hègn hope o mamm ba o langach 'e… Ha vïent ket 'vid bouj ! Ha an dra-he 'n-hi(ni) oa truegus-spontus klêo !

– Med bremañ vé gwraet kaos deus an dra-he, Le Chemin des Dames hag ar « mutinerie » 'e

Ya

– Seiteg oa ?

Seiteg, ya

– Med an dra-he so un dra, un dra mantrus memestra ! Pé ta choñjet 'ha ! Ha zo bet lahet, dindan dow zevezh oa lahet dow-c'hant mil den pe…

Ya-ya !

– Pe un dra bennag e gis-se kwa ! An « offensive Nivelle »…

Ya, bremañ me meus bet klêt an tad kont(añ) an dra-he 'e : Pe-sort mod oa ar vuhe, pé vije bet un atak, an devechou war-lerc'h vïeh 'charr(ad) ar re-varw, ar wech-all vije charreet kordennou-koat ! Vijent laket 'dreus war, renket war ar, war 'r c'harr ! 'Dreus ar mod-se, 'vel kordennou-koat ha goud(e)-se vïe gwraet an toull ha vij(e) sklapet toud barzh ! An dra-he oa… Hag klêt meus bet 'naoñ lared 'è lar ar jañdarmeed oa ba-dreñw ha toud ar re 'h ee, faote ket dê avañsañ, ale hopla ! Un tenn dê ! Ya

– C'hwi peus bet klevet istoriou gis-se korn an oaled

Oh daon ! Ya-ya, korn an oaled, ya. Ya, me meus klêt an dra-he…

– Istoriou-bresel kwa !

Oyow ! Me meus klêt ar re-gozh 'kont(añ) deus ar breselou hardi ! Klêt meus ma zad kontañ lar, pedur e(rr)o ba'r, ba'r c'holonialed, oa aet da, du-(ho)nt oa aet 'è, da zigentañ du-(ho)nt d'an Dardanelles. D'an Dardanelles oa aet ha pa oagn aet di oa ur bato anglè oa digoueet ene da zigentañ ha hezh oa bet koullet ga, ga'n Turked kwa ! Ha hezh oa 'h o(be)r ar pont dê da zibarkiñ. Hag goude-se pa oagn ene neuhe, an Turked teue deuh an noñs tre tal-kichenn lem a oagn hag vïe ur paper ga, sklapet mein dê ga paper en-dro dê, en-dro d'ar men ha vij(e) sklapet an dra-he dê ba o drañchïou ha war an dra-he vije skrivet :

« Kèt d'ar gêr petram veh taolet ba'r mor en-dro ! »

E galleg kwa ! Vije laket mad 'è, ah ya… Sete renket daoñ mond-kuit 'e, pedur renk(et) oa dond alêne, tu vois ! Me(d) an Anglichen neuhe, pa oagn digoueet neuhe, ma'hat oa ur rejimant ekossè oa kwa ! Hag ar re-he vije la cornemuse en tête, tu vois ! Aha ! Ar re-he oa deut di vïe ma dad kontañ

« Ar re-he » lar din, « oagn e(rr)o d'ar friko ! » Na laret, « med me lar dit lar ene oa bet ur friko drol ! » Lar, « ar re-he oa dihanet da sonañ cornemuse, da sonañ ga o sonerésed…

Ah ya sur, n'é ket…

Ah ya…

« Ar re-h(e) oa dihanet da soniñ ! » Lar

Set(e) p(a) oagn e(rr)o d'ar gêr goude neuhe, ene nagn tap(et) un dysenterie ha kalz deuhoute a beb-sort mod, sete vïe re-varw bemde ! Hag a vije deuh ar mintin vije war ar planken neuhe, vïe gwel(et) ar c'horvou 'hond ba'r, ba'r mor neuhe ! Hag an otrou-persson, pedur an aumônier vïe da-heul ha heñ vïe 'h o(be)r un tamm pater neuhe. Ha goude ya :

« Vïe gwel(et) ar reukeñied » lar « paotr-powr ! Lampañ war'nê ! » Lar, « dizhtu » lar, « da zeb ar re-varw kwa ! »

Ah ya-ya ! Ha goude neuhe oa-ñw partïet d'ar Marok, pudur ene oa bresel 'e, set' oa aet d'o(be)r « la guerre de pacification » 'vel vé lar(e)t ene. Hag a pé oagn 'hond ha oagn partïet deus Bordeaux, oa ar bato oa… Pe-sort mod… Ensablé, échoué war un banc de sable hag a nagn renket chom ene pad un devezh pe dow meus añwn, ken oa deut bras ar mor en-dro da gassed ha bras walc'h ar marée da zisambourb(añ) 'nèi ene. Sete pé oagn aet neuhe penn-war-benn toud a-hed, 'hed, digoueet ba Casablanca du-h(e) ! Ha 'benn digoueo ene oagn laket toud war ar pont ha lar(e)t dê :

« Sell ! Ahe (e)ma ar blénennou ! » Lar, « Ar re-he » lar, « ar plénennou-te ! » A lar, « ar re-he vo demp toud ! » A lar, « pa momp gouneet ar vresel » lar, « amañ gi-mañ ar re-he vo demp toud ! » A lar, « hag ar re-he, ar Varokaned 'h ay ba'r mene ba-dreñw, pudur vo gwelloc'h (???) pelloc'h ! »

Ah ya ! Med gouneet oa ar bresel, med n'é ket ar vartoled, n'é ket ar soudarded na bet 'ha, na bet les, ar plénennou hañ ! Ah nann-nann.

Hag ene neuhe vijent kasset neuhe war, d'o(be)r maneuvr, da zigentañ bord ar mor ene war un dun mennag kwa ! Hag ene oa des dunou-sabl kwa ! Hag ar chef, ar c'habiten vïe war beg an dun de sable hag bevech, ar re-(ho)nt vije sac au dos 'hond d'an nec'h hag ar sabr a riske ! Te oar oa ket braw mond d'an nec'h ! Hete an heñi vïe digoueet da ziveo war beg an duchenn, hezh vïe punisset bevech !

Ha 'benn ar fin oa une tête brûlée, gwech-all vije gwraet deus ar c'holonialed kozh ahe gis-se ha hañw lar dê lar :

« Lesk anaoñ ganin ! » Lar

E galleg lare an dra-he kwa ! Med me 'h ay d'esplik dit brezhoneg

« Lesk anaoñ ganin ! » Lar, « damaig zihano ! » Lar

Ha hañw, pudur vïent toud, 'tigoueo hañw 'è fass d'ar c'habiten ha na pleget 'n-ur zigoueo d'an nec'h ha 'n-ur zispleg(añ) : Plant(añ) un taol-penn ba'r c'habiten ken na ruilhet ba'r c'host-all d'ar boss ba'n toull ! Bet na bet esseiet goûd piw na gwraet an dra-he daoñ, med den e-bed na bet kaoseet ! Ha goude-se lare vïe ket war beg an duchenn kin, goud(e)-se, lar, n'ee ket war beg an duchenn kin ! Komprenet na mad ! Ya

Me meus bet klêt an dra-he ga'n tad alïes, ah ya !

– Setu an tad oa kasset d'ar bresel pevarzeg, da-heul an Dardanelles

Ya

– Ha d'ar Marok « en guerre » da-houde

Ya ha goude neuhe p(a) oa deut d'ar gêr, da fin ar bla(ve)zh c'hwezeg p(a) oa deut d'ar gêr oa aet, ene oa bet 'h o(be)r neuhe ba Craonne ha ba Les Chemins des Dames, pad ar rest deus ar bresel kwa ! Ha bet oa bet, bet oa bet blesset, un tenn ur wech na treuse(t) i skoa daoñ, na bet kontet din. Med na ket gwel(et) lar oa blesset ken na gwel(e)t ar gwad, pudur an dud vïe enervet toud mod-se ! Hag a ouïe, na ket santet mann e-bed, lar, ken na gwel(et) ar gwad ! Med goud(e)-se oa ket grav a-walc'h, goud(e)-se na keuñ lar ma vije bet grav, oa ket bet (ne)med pemzete ba'n ospital ha renket dond en-dro d'ar… Pet(r)a… Da dorriñ 'r c'horn-butun ! Au casse-pipe ! Reent deuh an dra-he, tu vois ! Oa renket dond en-dro, maleür[us]… Ya, pudur keit-ha oagn ba'n ospital, ene oa braw ! Ha tomm daoñ ha toud, mod-all oagn kouchet ba'r pri hag ene é yin an amzer ba'r penn-all d'ar Frañs tieñ !

– Gwraet butun ga'n dud

Oh ya-ya-ya ! Oh ya !

– Med me meus klevet lar(e)d an dra-he neus laket an traou da cheñch war ar maes goud(e) ar bresel war distro ar brisonerien, pugur na gwelet keme(nt)-se kwa ! Oa…

Ya-ya

– Hag an dra-he na laket ar vuhe da jeñch memestra

Ya, med pass kalz 'tre an diw vresel hañ ! 'Tre an diw vresel, ar re oa bet 'h o(be)r ar vresel oa deut d'ar gêr ha chom(et) powr meh-mod ! Me meus gwel(et) oagn powr da lao toud ga'n orz ! Ya, oa ket, oa ket ur gwenneg war ar maes pa oan ahe gis-se, da zigentañ toud ahe !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog