Salud dec'h,
Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba un ostaliri assames ga É. deus Skrigneg, F. deus Bolazeg ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
- Me
- Ma mamm
F.
É.
– Me(d) piw ta laret din-me na gwel(e)t ar blei divé amañ ?
– Ma mamm-gozh
Ah boñ ?
– Ma mamm-gozh, ya, seizh la… Oh, me(d) ma mamm-gozh oa ganet 'raog 1900 heñ !
Hag a…
– Hag a…
Ha gwich-all oa bleizi hañ !
– Ha' oa seizh la, na gwel(et) ar blei divê
Hag aboea n'eus ket bet ?
– Nann
– Disparisset eint
– Me(d) 'tond en-dro (e)maint, pegur an dra-he zo skrivet war ar journal ahe !
– Ah ya, Élise ! Te responto demp matresse, pugur oamp 'klask an dra-he ar wech divé, pet(r)a vé lar(e)t deus un daol ar mo(d)-se hag a zo « bancale » ? Pe ur gador pe fout-pet(r)a vo, n'é ket kompes kwa, me(d)…
Nann
N'é ket, n'é ket kompes, nann
Daon 'ha !
N'é ket kompes
Beñ !
N'é ket plén, me(d) boñ…
Ah beñ n'é ket kompes ha n'é ket plén ! Pet(r)a vé lar(e)t mod-all ?
Nann
– Displén, vé ket lar(e)t ?
Dis-…
Displén vé lar(e)t 'è !
Displén, ya, displén n'é ket kompes…
Pet(r)a vije lar(e)t deuh un' ha' vije tommeet daoñ ha e(rr)i vije « bancal » 'è ? Ah ! Heñ ?
– Ahahaha !
P(a) vije tommeet daoñ, houzoh walc'h, il est bancal !
– Jilgamm, n'é ket ?
N'é ket…
Ah ! Jilgamm a zo mond a-dreus
– Ya
A-dreus ha…
Ya, ya, ya ! Bancal… Pa vije bancal vije red d'o(be)r kasellig daoñ !
Kasellig
Daon ! Blam(e)d daoñ da chom 'n i saw !
– Ya, 'h o(be)r kasellig, ya
'Feñ nije bet ur bann'h re kwa !
Kasellig, ahahaha !
« Ah ! Taol ple(d) mad ! » Lare mamm da ma zad pa 'h eemp d'ar friko pe-moc'h, « goûd da-beked p(e)-lec'h mond ! Kar n'efomp ket d'o(be)r kasellig dit ! »
Ah ya !
– Da zond d'ar gêr
– Kasellig
Gwich-all a'h ee an nén
Ya
Houzoh walc'h, deuh an noñs d'ar frikow-moc'h
Ya
'Ti an amiseien
Ya ! Ya-ya
Ah beñ, me lar dit ahe his-se 'ha ! Vije debet ha evet !
Ya-ya-ya
Ken-ha-ken a vije ! Pad ar su(zhu)n a vije kajimant tamm kig e-bed da zibiñ !
Ah beñ nann
Me(d) pa 'h eemp ar mo(d)-se a vije : Soubenn ! Kig-soubenn ! Dow sort pate !
Ya
Ehe ! Silzig !
Silzig, ya
Oh ! Ha… Ah ! Me(d) c'est dément hein ! Sete…
Un hanter deuh ar pe-moc'h vije kass(e)t dê-gn ha gañ purée mat heñ !
Ya ! Ha ka(sse)t un tamm da bep-hi(ni)
An ameseien vije kasset beb a damm dê ! Ah !
Sete vije…
– Me(d) deus, deus an dra-he meus joñj 'e hañ !
Te heus choñj deuh an dra-he 'è ?
– Ya, fest ar pi-moc'h ba ti ur (v)oer(e)b din
Ah ! Biskoazh kemend-all !
Ar friko
– Ha' ree friko
Ah ya
– Friko ree ga'r c'hig ha oa… Pet(r)a vé lar(e)t… « Des pruneaux » barzh
Beñ daon ya !
Ya, prun
– Me(d) an dra-he ma ka(v)et mad !
Ya !
– Deus an dra-he meus choñj oa mad
Ah, ah ya !
An dra-he
Beñ d'ar mar(e)-se, ya !
Ya
– Ya
– Me(d) fest ar pi-moc'h vije gwraet partoud !
Ya
Ya !
Ya-ya !
– Partoud-partoud !
Partoud-partoud ha rôet un tamm kig
– Ya
Pa teuent da bidiñ teue un tamm kig gate ! Un tamm mell-kein !
Ya, mell-kein, ya, ya… Ya, me(d), me(d) an hin(i) vije d(a) lah(añ) ar pe-moc'h, heñ 'h ee an tamm gwellañ deuh ar pe-moc'h gantoñ
Ah daon ya 'ha ! Ah ya ! Aha !
Heñ nije ar müañ chañs !
Eh ! Hag a vijent, p(a) vije lah(e)t ar pe-moc'h vije lak(et) (d)indan an daol, laket dow pe dri sac'h-temz, laket hor'n warnoñ war un tamm plous ! Ha vije lesket en(e) da sallañ ha vije treig an dud war ar re-he ! Ah ! Pad pemzete, teir su(zhu)n… Du-he vije ket mo(d)-se ?!
Pa oan Bolazeg, meus ch… Kâ(d) ra din meus choñj ur wech oa, oa pet(r)a (d)indan an daol !
Ya
Me(d) boñ… An dra-he oa 'raog ar…
Ahaha ! Ah ! Me meus choñj deuh an dra-he ! Vij(e) ket laket ba'h ar poujou 'vel vé gwraet, pe 'vel vije…
Ah ! Ar pod-grè é ? Ya
Ha amañ vije lak(et)
Ya
(D)indan an daol !
(D)indan an daol
– Me(d) mod-all ma klêt 'e dristribilh, deus ar soliou
Ah ! Goude ya ! Vijent laket a-stribilh
Ya-ya
Ar c'hostennou
– Ya
Ar c'hostïennou, ya
Ar c'hostïennou, pa vijent sall a-walc'h hag a-blassou vije ket sallet mad !
An anduilh ba'r chiminar
– Ya
Ya
Eh ! Ba'h ur plass oa, just a-walc'h, an dornañ ha laket ur pezh treñchenn-gig ahe d'o(be)r soubenn ha 'n-on ga(ve)t, hag a un' a lar :
« Daon ! Me(d) te heus ka(ve)t vermissel 'e ? » Lar daoñ
Pudur toud ar, ar preñved oa deut war ar gourr(e) ! Houzoh walc'h
Ah ya-ya-ya !
– Ha mod-all vije ket implijet ar gwad ? Nann ?
Nann
Euh…
Du-mañ vije, dre zu-mañ vij(e) ket gwraet
– « Du boudin » vije k…
Serten plass
– Ah ya ?
Serten plassou, ya, pugur amañ…
Dre zu-mañ oa k(et) ar mod
Nann
– Nann
Alïes vije ket gwraet
Nann, nann, nann
– Ba du-mañ vije ket gwraet
Nann
– An dra-he zepante deus an dud
Ya
Ya, ar re vije 'lahañ 'naoñ ba'r park
Me welen ket den e-bed war douar Kerbrad sañset
Nann-nann
– Ga'r c'horailhou vije gwraet un dra bennaket ?
Ar c'hourailhou ! Ar c'hourailhou oa… Pet(r)a oa an dra-he just a-walc'h ?
– E galleg, « c'est… »
An dra-he vije laket ba'h ar pate, vije ket ?
– « C'est les abats »
Les abats ? Hum
Les abats ?
– Ya
C'hourailhou, ya
Heñ ?
Beñ koulskoude mamp klêt an dra-he alïes a-walc'h…
– Klêt ma kaos deuh ar c'horailhou oa ar gwad, ar bouellou, ar skevent…
Ya
– Ha tammou traou deus an tu-dabarzh
Kourailhou ar pe-moc'h
Kourailhou ar pe-moc'h
– Ya
Ah ben oui, an dra-he vije… Ur lodenn kwa ! Vije laket ba'h ar pate ! Pe ba ar saossisson !
– Ur lodenn deus ar c'horailhou ?
Ya, me(d) aboea zo pell, ni meump kousket 'boea ! Meump ket choñj
– Me(d) ma klêt just a-walc'h ga un' deus Berrien ha na lar(e)t vije gwraet ga'r c'hig ha vije gwraet ga'r vel(in)-bate !
Ur pet(r)a ?!
– Ur vel(in)-bate !
Ur vil(in) ?
– Ur vil(in), ya, ur vil(in)-bate
Ur vil(in) da, da zrailhañ 'nê vije ! Deus an daol vije staget ha laket war…
Ah !!! Ah ya ! Ya-ya-ya-ya-ya ! Da zrailhañ
– Ah ya ?
Da… Daon ya !
Biñset war an daol ahe
– Da zrailh(añ) ar c'hig
Ah ya ! Gad a…
– Houzh ree ar vil(in), ar vel(in)-bate deus an dra-he
Ya !
– Ar vel(in)-bate ahe
Ha, ha c'hoazh vije…
D'o(be)r, d'o(be)r ar silzig vije meh-mod 'è
Ha vije koeñset
Ya
Deus korn an daol
Ya-ya
Vije sterdet ha…
Ya-ya
Ha me meus un' papred !
Oh ya ? Ah boñ ?
Ya !
Ah ya
– Ha' res pate ?
Oh ! Rañw ket 'ha !
– Pate-yir zo… Nann ? N'eus ket voien d'o(be)r ?
Oh ! Pate-yir…
– Ha milin-bate a res deus an dra-he 'e pe… ?
Ur vil(in), vije ket lar(e)t
Ur vil(in)
– Ah ya ! Ur vil(in), ya
Vije ket spessifïet « pate », nann. Ha oa mad pa vije diviñset ur penn d'o(be)r ar silzig !
– Hum, ya
Vije cheñchet, machin(et) hag a…
Ya !
Ahe vije gwraet
– Ya
Ar silzig ha…
– Ar silzig, n'é ket ga'r bouellou vije gwraet an dra-he ?
Eo !
Eo !
– Yeo !
– Yeo ?
Ha 'h eer da, da, da, da…
– D'ar stêr
… Da raskañ 'nê d'ar stêr ! Ar re-he vije rasket !
– Ya, deus an dra-he meus joñj, ya
Ya
– Dour yin ahe
Ha anduilh
Heñ ?
Anduilh
Anduilh, ya, vije
Ped, ped a vé ? Seizh pe naw ? A-peu-prè, ba'r pe-moc'h ?
Keme(nt)-se vije, gav dit ?
Ba, vije ket re heñ ! Nann
Nann
Matrehe, 'tro seizh matrehe
Nann, nann, ya
Bon, vïent laket ba ar chiminar !
Eh ! Ha kalz neuhe a zebe 'nê mo(d)-se
Ya
Vij(e) ket red poahañ 'nê na mann e-be(d) !
Beñ, ar re-he vije poahet gañ ar mouged ba…
Daon ya 'ha !
– Ya
Mamm
– Mogedet kwa !
Mamm a vije soueet
Mogedet
A wele an anduilh
A-stribilh
'Timinüiñ
Ah !
Ma breur, houzoh walc'h ha ma zad, pa 'teuent d'o(be)r o c'hass-krout, eh ! Eh !
A zebe un anduilhenn ?
Zebe un…
Heñ ?
« Oh bah ! » A lar, « ar re-m(añ) (e)ma toud an anduilh, gwelloc'h red 'o din kuañ 'nê ! »
– Me(d) ga pe-sort mod vije debet an andouilh gwech-all ?
Ga'r ginou !
Ya !
– Ga'r ginou, ya, me(d) war ar bar(a) pe ga'r patates pe… ?
Oh…
– War ar bar(a)
Ha purée 'è
Ga purée 'è
Ya-ya
– Ga'r « purée » ?
Ya
Müoc'h gañ ar purée ma'hat
Ya
– Ha « purée » na ket hano (e-)bed ?
Daon ! Ar purée vije gwraet 'ha !
Ya !
Me(d) gwraet vij(e) purée deuh an, deuh an dra-he
Purée ya, gañ an anduilh
– « Purée » ?
Purée, ya
An dra-he vije lar(e)t 'è, ya
Ya
In brezhoneg, meus ket choñj ar mod-all
– Patates friket pe nann ?
Nann
Beñ yod-patates ma heus c'hoant !
– Ah ! Yod-patates vé lar(e)t 'è ?
Ah daon 'ha !
– Nann
– Nann ?
– « Ma peus c'hoant » neus lar(e)t
Nann
Ehehe… Me(d) yod-patates a egzist a'ha !
– Ah !
Ya, yod-patates !
Ah boñ ?
Me meus bet klêet mamm-gozh ga kaos yod-patates : A lake un tamm bleud hag a lake patates da-heul 'e
– Ah beñ ya !
Hag a ree yod-patates deuh an dra-he
– « Purée » é an dra-he neuhe ?
Ka(j)i-sur, matrehe a-walc'h
Brem(añ)…
– Aha ! Deuet é mad ba da benn neuhe ! Ehehe !
Ahahaha !