30/11/2016

Trist an traou ba'n ospitaliou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plonee assames gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Beñ bi zo kalz re-gozh ha' oar kalz traou heñ !

– Beñ ya ! Ya-ya, med me n'aneon ket tud, ba Plonee n'on ket bet (ne)med ba ti ar re-gozh hañ ! N'on ket bet ba lec'h-ell

Ah n'oc'h ket bet… Me vên ket ba ti ar re-gozh 'ha(n)on ! Ahe blij ket kalz din, ahe so un' douzh, douzh Landelo ! Directrice ahe ! Oh houzh so drol doc'h ar re-gozh…

– Houzh so drol ?

Drol é-i ha mechan doc'h ar re-gozh

– Houzh so drol deus ar re-gozh ?

Ya, drol !

– Ah boñ ?

Douzh, douzh Landelo é ! Ya

– Pet(r)a…

Houm(añ) oa ket gleet bi laket 'nèi ahe !

– Houzh oa, houzh oa…

Ahe oa gleet set' bi, bi ur maison de rééducation, 'vel lar ar mêr Landelo 'è, intégralement oa sañs(e)t da gaoud ur midissin bras ahe ! Da basseal ahe war ar re-gozh bemde ! Hag eñfirmierésed ! Hag ur gantin(e)nn ! D'ober boued, n'é ket traou rechofet !

– Ah, ar mod-se (e)ma ene ?

Ya ! Koñservou toud !

« Deb 'nê ! »

Ah ! Med am(añ) é bet kinniget 'nê din ahe, deus hi feurzh dèi

« Oh ! » Lar-hegn, « ha n'o ket daw doc'h 'h o(be)r boued, set' po kim(e) tomm 'nê ! »

« Meus ket emm-me kaoc'h-chass 'ha(n)on ! » Me lar ar mod-se, « zebon ket kaoc'h-chass 'ha(n)on, meus ket emm ! Dalc'h mad dê »

Ha deb 'nê ma neus c'hoant d'o(be)r, me meus ket emm deusoutoñ ! Me zebon ket ar sort traou-s(e) 'ha(n)on !

– Kaoc'h-chass vé laret ?

Ya, kaoc'h-chass ! Nann, meus ket emm deusoutoñ memes ! An dra-h(e) zo… Me zo re difissil ! Me a renk kaoud 'è un dra m(e)nnaket dre-laezh ha neu'n me ra 'vel mé c'hoant !

– C'hwi renk kaoud un dra m(e)nnaket dre-laezh ?

Ya, traou dre-laezh ha neuhe toud ! Oh tototototo ! Me lar é bet klass o(be)r din mond di ! Ya, me meus ket arc'hant walc'h da douch ! Piw, piw bêo 'vidoun 'e ? Me n'ouzon ket pet(r)a rey ar re-gozh 'benn ur c'hrogad am(añ), pugur ar re-yowank faot ket dê pêo…

– Ya hag é deut 'è re gér 'è hañ !

Am(añ) é seizh-kant mil lur, beb mis

– Seizh-kant mil lur ? Ya, med ba, ba Uhelgoat é ur milïon dow-c'hant mil

Bremañ ?

– Ba Uhelgoat

É ?

– Ya, ur milïon dow-c'hant mil

Me ga(v)e din oa marc'hadmatoc'h !

– Nann, ene é kérroc'h…

Med piw ? Ahe zo un' 'e, med piw zo 'pêo 'vi(d) houzh, kar hounn(ezh) neus den e-bed ?

– N'ouzon ket

Ar barres ? Chom dé bêo toud

– Beñ matre'n na un ti pe un dra benneket ?

Nitra !

– Na netra ?

Nitra ! Nitra neus, med houm(añ) n'é ket digourdi walc'h

– Ya, med matre'n, ene zo, ospital é ha matre'n vé golôet ga'r Sécurité Sociale

Matrehe ga'n ospital ?

– Ya, matre'n ya, possubl é

Ya, mod en maison de repos, retraite no ket 'e, 'benn ur c'hrogad domp n'eus ket moien hag ar re-yowank, hag ho pugwale n'eint ket ene (aha)noh, pugur plantet veh ahe toud ! Ahe a'h emp toud ! Med me, me lar a'h efe da Gareis d'an ospital

– N'é ket gwal vraw ba Gareis !

N'é ket ?

– Oh nann !

N'é ket gwelloc'h 'è…

– Ah nann !! Pass ba Gareis hañ ! Pass ti ar re-gozh hañ ! Kalz tud neus o benn am(añ) hañ !

Ya

– Ha n'é ket ar mod-se ba Kareis hañ !

Med ba un tu b(e)nnaket (v)ogn daw anduriñ (a)ha(no)mp petram lao (a)ha(no)mp ! Pet(r)a vo gwraet domp ?

– Ya, med c'hwi zo moien doc'h chom amañ c'hoazh pad pell ! 'H o(be)r troiou…

Keit vin lesket…

– 'H o(be)r troiou res ?

Ya-ya-ya, ya-ya ! Ha ma boued a rañw 'è

– Ha mad é ho penn ?

Ya, ya, ya ! Ya

– Keit halli chom amañ vo, vo gwelloc'h 'vidoc'h

Mi chomo, ya. Oy ! Keit né miser ar re-gozh memestra pezh vé ket gleet 'h o(be)r, pugur ar re-gozh neus goneet kalz arc'hant deuh ar re-yowank, dé lod deusoute ha heñ ? Ha nïent ket obligassïon 'nê c'hoazh… Trist é

– Ya-ya, trist é

Ah ! Me zo bet mad ba Karais gast ! Keit oun bet… Hag on bet ba, pet(r)a ?

– Ba « convalescence »

Convalescence on bet ahe… Ha me zo bet (a)ssames ha ba, ba p(e)-lec'h din on bet 'è, ba Triboul, on bet (a)ssames ga un'-all 'è, un pinvidig ! Pugur ur voer(e)b da paotred Funiard doc'h 'r C'hastell-Ne ya. Hañ mallozh 'Toue ! Ha ranken mond-maes ma gwele hag un de, un noñs ma lar(e)t dèi da hanter-noñs, hei lare vïe ket tomm walc'h da hei d'elum(iñ) ar chauffage pé vïe, ga(v)e dèi lar vïe aet an eñfirmier dé, d'e wele… Seto me lar dèi :

« Ah ma ! » Me lar ar mod-se dèi, « c'hwi (v)o sañs(e)t d'ond-maes dre ar prenestr war ho pén ahe ha neuhe (v)o pèc'h deusou(d)oc'h ! »

Dre ar prenestr… Ha oan ket gouest da vala ! Med pugur ouïen tap ar, ar pet(r)a din-me ah ! Pet(r)a ar fauteuil roulant hag aseo war'naoñ ha roul hag poeñgnañ dé, d'ond bek(ed) ar…

« Ma ! » Me lar ar mod-se dèi, « dihan a rafet ! »

Hag an eñfirmier na klêt (a)ha(n)on, oa ba'r c'houloar petram n'ounn ket ba p(e)-lec'h

« Qu'est-ce qu'il y a madame Cochennec ? »

« Mais celle-ci elle se croit (???) ! »
Me lar ar mod-se daoñ, « et tous les refrains, et tous les, tous les soirs c'est les mêmes refrains ! » Me lar ar mod-se daoñ

28/11/2016

Krampouzh, bara ha yod-siled

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer gad ur plac'h deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Da lein a vije soubenn, soubenn vije dalc'hmad ! Soubenn, a-wichou vije gwraet frikou-patates, a-wichou vije kig e-barzh hag a vije prenet ba'r bourk, med vij(e) ket dalc'hmad hañ ! Med memestra vije gwraet frikou-patates ga karotes, legumaj hag ar soss a vije tew, sè vije gwraet frikou-patates gantoñ, med heb kig kwa !

– Kig oa bemde ?

Vije ket bemde ! Med pa vije labouradeg vije bemde-bemde hañ ! Ah ya ! Ha pa vijer o tornañ a vije bemd(e) 'è. Med mod-all a vije gwraet goud(e) ar soubenn vije gwraet vïou fritet petram vïou poahet ba'n dour ! A-wichou-all a vije gwraet yod-siled 'è

– Ur wech ar si'n ?

Ah ur wich ar su'n, ya

– Ah ya

Ah ya ! Ha yod-gwinizh e vije gwraet 'è, ur wich ar su'n 'è ga bleud da boah(ad) ar bar(a) é eürus ha neuhe vije gwraet, pa vije ket prenet bar(a) ar mod-se kwa !

– Nann ha yod-arsiled vis(e), vis(e) gwraet un toull barzh da lak an amann ?

Ya ha heñ vije un toull mad, kar laket vije kalz amann. Ha me vije skôet war ma doworn, pugur me lake ma loa d'ond d'an amann dalc'hmad

– 'Vel toud ar re-vihen zo 'h o(be)r

Se zo kaos a vïe laret pass dibiñ keme(nt)-se amann n'é ket mad, ma ! Med me meus debet kalz amann !

– Ah ya ha amann mad

Ha amann mad ya, pugur vije gwraet ba'r feurm kwa !

– Pet(r)a vis(e) lar(e)t dê pé gemeregn re amann ?

Ah beñ, neuhe vije ket laret teufoh lard nag a teufoh tew nag a… Nann ! Med pass, pass blam n'o ket kalz da werzhañ goude-se

– Ya-ya. Ha 'hend-ell krampouzh oa 'è ?

Ah ya ! Krampouzh vije gwraet ur wich ar su'n 'è

– Ha pe-sort krampouzh vis(e) gwraet ?

Eh beñ krampouzh gwinizh-tu vije gwraet a-wichou, sell pa vije krampouzh gwinizh-tu vije laket un ui warne hag vïe peb(r) war e grampouênn kwa ! Hag an dra-he vije krampouzh, vij(e) ket laket suk(r) e-barzh neuhe. Med ar c'hrampouzh gwinizh neuhe vije lakeet suk(r) hag amann ha war ar c'hrampouzh gwinizh-tu vïe lakeet amann 'è

– Ya-ya

Ah ya-ya-ya ! Amann vije partoud !

– Ha vis(e) ket gwraet, pé vijent kras, vis(e) ket lar(e)t la oa ur c'hrasen ?

Krampouzh fritet

– Krampouzh fritet vise lar(e)t ?

Ya, pa vije chomet, pugur neuhe vije laket, ar c'hrampouzh vije gwraet ur pezh bern ar mod-se hag a vijent lakeet war un doubier… Ar bara vije poset war an daol war un doubier 'è, un doubier zo un tamm lïen hag a vije dantelezh ba'r penn, ma c'hoar a ree an dantelezh. Un doubier

– Un doubier

Ya, sell 'ta ! Hoñzh neuhe pa vije lesket ar bara war an daol, an daol vije harp ar mod-se deuh ar speurenn ha vije lak(et) an doubier war ar bara goude-se da goachañ 'naoñ

– Ah ya

Hag ar mod-all vije diroulet un tamm bihen ha laket da… Vije ket laket war an daol da doud an dud hañ !

– Nañ-nann

Nañ-nañ-nann ! 'Vid ar bara vije delc'het

– Ah ya ha ga'n dra-s(e) vise lak(et) ar c'hrampouzh 'è

Ar c'hrampouzh neuhe vije lakeet war un doubier-all hag un torchouer war hi gorr(e) hag a vije lak(et) an dra-he, vije pleg(et) an dra-he ha lak(et) an dra-he war ur plankon-bar(a) ! War…

– Plankon-bar(a) vise gwraet deus ar planken us an daol ?

Ya, ya hag un tamm bihen avañsetoc'h 'vi(d) an daol vije war, us da, fass d'an noñr hag a vije lak(et) ar c'hrampouzh ene ha vijent lesket ar mod-se ba ene plad, met-ha vijent golôet neuhe memestra ha taol(et) an torchouer warne goud(e)-se

– Ya-ya

Sell ar re-he, 'benn a vijent debet vijent 'è tapet da blegañ

– A-wechou vijent hadfritet ? A-wechou vijent hadtommet ?

Ah ya ! Wichou vijent, ya. An dra-he zepand 'ta pa vije bet c'hoant, pa vije c'hoant da gaoud un dra mennañket goud(e) ar soubenn deuh an noñs a vije fritet ba'r balêrenn ! Neuhe vije mad 'è ! Ha pa vije gwraet yod-siled, pa vije rouset an amann, teuet an amann ha laket ba'h…

– Ba'n toull

Beñ ya ! Vije gwraet un toull ha laket, ha lakemp… Hag a…

– Hag me ouïen ket la vis(e) rouset an amann, meus ket klêt se nimb-lec'h e-bed

Oh ! Heñ vije mad !

– Hezh vise mad

Oh ! Oh ya ! Gwelloc'h 'vid… Vij(e) ket rouset re heñ !

– Nañ-nann

Vije ket devet hañ ! Med rouset un tamm bihen ha goude-se neuhe pa dapès ur loaiad yod-siled a lakès da loaiad yod-siled e-barzh a-raog digass anaoñ da, ba dé hinou neuhe ! Goud(e)-se neuhe evès ur bann(e)-laezh. Hag me vije 'rouspetet diñ, c'hoarïet bet diñ, c'hoarïet a vé, a vé lar(e)t ha pa vé grondé kwa ! Kar mond a ree kalz amann ganiñ ha vije skôet war ma dorn wichou

27/11/2016

Interview en breton, Gurvan Lozac'h & Élise Jouannet, par Yann-Bêr Guyader (RKB)

Salud dec'h,

Diryow diveo, d'ar 24 deus mis du, oa gwraet un abadenn ba Uhelgoat ga Yann-Bêr Guyader 'beurzh RKB ha pedet oamp d'ond assames, Élise deus Skrigneg ha me, da gont ar gaos un tamm e brezhoneg ba'r radio, 'n-om eñstalet nagn ba'r mêri ha oa kasset an abadenn war-eñwn d'an dud toud. Lesket é an diw ganowenn blam vo kaojeet deus ar soner ha deus ar ganéres pad an abadenn, blam dec'h da hoûd deus piw oa kaos ahe. Michañs a blijo dec'h

Troc'hañ rin tammou traou bet kontet gad Élise ene blam da lak anê war ar blog ha gad an trañskripsionou da-heul. Med amañ n'o ket laket trañskripsïon e-bed dïannañ, re hir a vefe d'ober toud

Ar lodenn gentañ :



An eil lodenn :


An dride lodenn :

26/11/2016

Skrigneg ha komjennou deus ar vro

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant deus ar pezh ma añrejistret ga M. deus Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
M.
Ma mamm




Te zo deus Skrigneg neuhe ?

Me zo ganet ba Skrigneg, med ma zad zo deus c'hornad ahe

Med deus, p(e)-lec'h ba Skrigneg neuhe ?

Kichenn ar bourk

Ah ya ?

'N tu-all d'ar bourk ha 'tre, ma houz(e)s p(e)-lec'h (e)ma Kerloc'h, 'tre Kerloc'h ha ar bourk…

Hag ahe out bet sa(v)et ?

Ya

Ya ? Hag out deut amañ war-lerc'h ?

Med ma zad na, ma mamm a oa deus, deus Skrigneg hag a na un tamm feurm vraw

Ya

Mïoc'h a barkeier na bet evi(d) hi breudeur, pugur na ti e-bed. Ha ma zad ha mamm na sa(v)et un ti neve duzhtu nagn gallet 'benn ar vresel. Laourad noñs-'n-de a reent kajimant a'ha ! Ma zad oa marc'hadour-saout !

Ah ya ?

Izhpenn e labour-douar kwa !

Da-hun, ur pennhêres out ?

N'é ket, ur c'hoar meus 'è

Ah ur c'hoar !

Kosh-klañw walc'h é 'è 'ha ! Ma c'hoar n'é ket, oa ket solud…

'Vel Suzanne, Suzanne oa ur pennhêres

Suzanne oa pennhêres, ya. Ma zad ha, o zad oa, kamaraded oaint ba… Tro-walc'h heus bet ?

Ya, ya-ya-ya-ya !

Dour 'vitout-te d'o(be)r ur bann'h te

– Oh tomm é ! Oa bet tomm damai

Ya, med…

– Med…

Hezh a'h ay yin founnissoc'h

– Me ga(v)on ket gwal vad pé vé re domm…

Ni lar « yin », ba Skrigneg vé lar(e)t « yin », am(añ) vé lar(e)t « dyén »

– « Dyin »

Ha meus delc'het, meus delc'het mod-kaoseal Skrigneg. Vij(e) ket lar(e)t « ar c'hrog » 'è : An divac'h ! Vij(e) ket lar(e)t « ar c'hilhorn » 'è : Ar sailh !

Amañ vé lar(e)t « ar sailh » !

An dra-he meus disket toud amañ, an dra-he vij(e) ket lar(e)t ba Skrigneg

Amañ vé lar(e)t « ar sailh »

– Yeo

Un tamm vé lar(e)t 'è, « chilhorn » vé lar(e)t ba kalz a blassou

– Ba, ba'n tu-all deus Plouïe vé laret « kilorn » ha barzh an tu-mañ vé lar(e)t « sailh »

Ah ya

– Ha « c'hilorn » ba Poullaouen ha…

Me meus klêt, me glev kalz a dud lar « ar c'hilhorn ». An divac'h, le croc ahe !

– Ya

Vé lar(e)t ba Skrigneg

An divac'h !?

Un divac'h ya, da chechañ tei(l) ha…

Ah ya

– Ah ya ?

Ar c'hrog ya, amañ vé lar(e)t « ar c'hrog »

– Ha me ma klêt un dra-all ba Skrigneg, feñ n'ouzon ket deus p(e)-lec'h a teu, oa : Oh ! Hemañ zo bras ! Hemañ zo ur pezh mell la-hut !

Ah ya ! An dra-he vé lar(e)t, ya

– La-hut ?

La-hut, c'est un dèn bras ha treut, hir kwa ! An dra-he sinifïe n'é ket proporssionet mad, re vras deus e, re uhel deus i…

– Uvel ya, re

N'é ket, n'é ket… Ur breton zo doup ! An dra-he teu deuh an dra-he : La-hut ! N'é ket korved 'vi(d) beañ ur penn-familh mé-keres kwa !

– Me vefe ur penn la-hut neuhe ?

Te zo un tamm la-hut, n'out ket uhel walc'h (me)mestra 'bowe, brassoc'h 'vitout a vijent ree la-hut : « Oh ! Hezh so ur la-hut hañ ! »

La-hut, c'est un' bras ?

– Ya, hir ha bras, ya

Hir ha bras

Hir ha bras… Te zo hir ha bras 'è

Oh ! N'é ket hir…

Eh ! Kês 'ta da… Sav 'ta ! Sell 'ta !

Med me zo, ba du-m(añ) é e(rr)i bras an dud toud

Ah boñ

Me ga(v)on ket bras 'naoñ

Boñ, mad-tre neuhe

Ma baotr so bras, ma gwas oa bras, me zo bras walc'h 'è 'ha !

Ar c'hleñvejou mod-neve

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet tri bla so ba-ti M. deus Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
M.
Ma mamm




Pep-heñi, 'vel lare ma mamm, pep-heñi neus e blanedenn

Ya, med… Ya

Wechou, wechou vé sterd hañ ! Med daw é dèi be solud 'vid, 'vid he mab

'Vid resistiñ

Nann, 'vid he mab !

Oh 'viti hi-hun 'è !

'Vi(d) chikour he mab

'Viti hi-hun 'è, kar an dra-he zo… Ça te terrasse ! Même moi je suis grand-mère et j'ai vieilli de…

Me oar pet(r)a é hañ ! Me zo bet ga Gurvan 'è ha oa sterd

Pe-naos heus delc'h(et) an taol ?

Ah n'ouzon ket… Beb-sort hañ Gurvan ?

Un dra mennaket vé rôet d'an dud, choñj…

Beb-sort meus gwel(e)t

Choñjet meus, choñjet meus ha' greden ket lared, choñjal a reen lar oa ur problème psychiatrique sans doute ou, mais bon ! Ça y a pleins de choses qui se mélangent là-dedans hein ?

Ya, beb-sort hañ !

Ah, med oh… An dra-he zo kleñvejou hag a n'ouzer ket dre be-sort penn kemer 'nê

Nann

D'ond da goñsoliñ un' bennaket, pe-sort mod ho kemeret ha pe-sort mod… Heñ ? An dra-he zo kleñvejou mod-neve brem(añ) ha raog vïent fourr(et) toud ba je sais pas où 'ha ! Camisole sûrement… Oa ket lousou na da… 'Vi(d) ar c'hleñvejou-se ! Seul-vïañ ma… Ampoueson(et) vêr ga'r re-he !

– Ya

Ya

Me oar an dra-he walc'h ! Me gemeron ket lousou kajimant 'e… C'hoant heus d'o(be)r un dra mennaket deus da vuhe 'è !

– Ya

Kajimant-sur !

– Sur

Toud an dud so memes-mod hañ ! Lod, an hi(n)i zo un dèn kwa ! Med beañ so lod, beañ so tud, tud feneant 'è hañ ! N'é ket walc'h ar c'hleñved !

– Peus ket klêt lared : Oh hemañ zo chech-e-rèr ?

Ya ! Daon eo sur alïes 'ta vé lar(e)t an dra-he !

– Ya ? Dalc'hmad

Tire-au-flanc

Ya, med brem(añ), brem(añ) n'é ket aes hañ ! Labourad, kaoud labour…

Nann, n'é ket, n'é ket gê 'n traou !

Nann, n'é ket aes tamm e-bed

Nann, n'eus ket, n'ee ket mad an traou, pad ar vresel n'ee ket mad an traou na… Med labour oa (me)mestra, med 'vid nintra, oa ket aes 'ta da an dud 'e, an dud e'h ee 'vi(d) o boued da labour(a)d d'o(be)r gwech-all…

Ya, ya

24/11/2016

Lanneier Botcol

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Y-B. Guyader (RKB) assames ga Henri Morvan ba Sant-Nigouden.



– Oas ket bet spontet gan kemend-all a dud 'n-dro dit an di-all ?

Oh nann ! Nann-nann, kustum walc'h on da wel tud, ne oan ket bet spontet, med matresse mamp ket spontet tud med 'vid afer-se, med diskiñ mond da… Kalz a dud, un toullad plantennou. 'Vel nivoa laret e-gis-s(e) un' kozh in klask, oa bet tremenet ahe an deiou raog ha' nivoa lar(et) din, ah ! Pugur oare walc'h anvean plantennou :

« Ha klask a ri un neubeud plantennou da zond ganit ! 'Vel a gari a zigassi ganit heñ ! »

Setu pa oamp aet da gomañs klask neu'n, oh ! Hom-zri 'h eemp, deus (???), ha (e-)skeud kaved un' a gavemp diw ! Ale bon ! Setu mamp gwraet ar jeu, sè mond da serred un toullad da gass ganimp, 'vel laret-c'hwi, da vern un' bras !

– Mond da zastum plantennou ase, ar re-se zo plantennou oc'h bet kustum da wel 'nê pad ho puhe, hed-ha-hed ho puhe, da-lared ober gante, vé lar(e)t diwall dionte hag a beb-sort ?

Oh… Ya, diwall dïonte, gwraet diwall e-bed dïonte, med ar re-s(e) so plantennou sovaj toud ! Hag pugur 'h anvean 'nê, bet disket din gan hon zud pet(r)a oagn ha d'o(be)r pet(r)a oagn mad ha mim meump bet delc'het un tamm mod-se… Oh ! Med n'é ket ar re, kalz plantennou-ell zo bet c'hoazh a-raog ha vegn ket gwel(e)t kin !

– Ar lousou matese neus bet distrujet kalz a blantennou ?

Hañ, med gwir é 'ha ! Ar louseier vé laket bremañ war an douarou zistruja toud an traou-se ! War ar lanneier ha partoud ahe, pugur zo bet laket ludu war ar lanneier memes 'è, laket beb-sort warne ha kalz deus ar plantennou zo bet kollet !

– Ya, ur mare oa ha' vije essêet tennañ parti deus keme(n)t korn-douar e oa toud, vije ket sellet ken just-se pe vije gwleb pe vije 'vel a oa lanniou ha-toud, vijent labouret

Toud vije essêet prepariñ, tenn un dra benneket dïonte, ya. Oa ket kont kin 'vel oa gwech-all, vije red diskenn 'vid kaved gousil ha-traou da housilhou, oh ! Med beañ zo c'hoazh ! N'int ket bet distrujet toud !

– Dre-vras amañ neuse e Botcol oa douarou a-beb sort ? Douar e oa 'vid ar loened ha douar d'ober voenn, douar gwleb ha prajou-lanneier

Ya, kalz muioc'h a douar fall 'vid a re-vad ! Med gwraet vije un dra b(e)nneket, essêet vije o(be)r un dra menneket gante toud, chechou dïonte 'vel vije gallet ober ! Ya-ya

– Ya ha toud vije 'tremen en enne ur wech bennaket pad ar blawezh ?

Oh ya ! Toud vijent neteet, ur wech ar bla vijent neteet toud kasi-walc'h, oh ! Memestra b(a) b(e)-lec'h oa, ba-lec'h oa lanneier, war ar lanneier Botcol ahe, pugur lanneier Botcol vé lar(e)t, med oant ket dimp toud hañ ! Ha ar lanneier vijent ket troc'het toud beb pla, vije troc'het 'vid kaved gousil da lak (d)indan ar loened ha vije troc'het 'benn vije emm sur 'hat !

– Med pa vije komzet deus lanneier Botcol, oas 'lared pep-hini e lod neuse, oar war ur pezh tachenn ?

Ah ya ! Pep-hini na i lod brem(añ), ah ya ! War ur pezh tachenn ahe, ya-ya. Ya, be oa deus, deus Gerneve, deus Kerneret, deus Kernalen, deus Botcol Hamon oa 'è, 'vel vé laret 'è ha be vije… Ahe oa toud, ba'r c'hreis ahe vije, vije oa laket un hano da lanneier Botcol

– Ha lodennet oaint memestra, pep-hini ouïe pe-lec'h oa i lod

Lodennet oagn 'boe un amzer zo, 'boe ur pennad so ! Med klêt meus bet memestra lared gad hom mamm-gozh, pugur oa krennardenn p(a) oa ba Botcol : Oa ket girjer ba'r lanneier ase ! Vijent toud, vije toud an dud deus Kernalen, deus Kerneret, deus Botcol, Gerneve ha vije ar loened war ar lannou ba'h an dachenn 'ta 'ha ! Vïent toud assames ha pep-hini a zestume i re pé vije poent d'o(be)r ! Ha vïent toud (a)ssames hag ar re-yowank a vessè 'nê

– Ya ha toud an dud a'h anvee ar lanneier, toud an dud a'h anvee an terouar war ar maes, barzh ar feurmiou, pep-hini a'h anvee e barkou hag an hano da bep-hini ?

Ah ya ! Ah ya-ya-ya ! Ah ya 'vat ! Oh ! Amañ ba Botcol oa kalz a hanoiou-parkou, beb-sort : Park ar Leur, Park ar Feunteun, Park Wazh, beb-sort…

– Ya ha d'an dud da vond da vêss(añ) ar saout barzh, neuse ase hezh a oa, hezh a oa labour ar gañfarded

Ah ya 'vat ! Ah, 'vel lannou Botcol, pugur oa ur lodenn deus Botcol oa ba lanneier Botcol hag ase oa hom labour mim, oh ya ! Komañset oamp d'ond ga re koshoc'h 'vitoum, oamp kemed pemp pe c'hwec'h la, c'hwec'h-seizh la, 'h eemp (a)ssames gan ar re-ell ha 'benn ar fin p(a) oamp e(rr)i seizh-eizh, eizh-naw la vijemp ba hom-hun neu'n. Ha vije Yvon ha mi, pa oa krog Yvon da zond (a)ssames ganin, med ya-ya ! Ba lanneier Botcol… Ah(e) vije hom vakañs ! Ba lanneier Botcol, 'h o(be)r beb-sort : Cherriñ fleur, o c'hoari gan brên, tressiñ a vé brên ha-traou… 'H o(be)r beb-sort gan ibilien-koat ha-traou, beb-sort… Sisterisañ dour !

– Ar saout a'h ee d'ar lanneier adeleg pe-goulz neuse ? Adaleg vije e(rr)i un tamm bou(e)d bennaket ba, un tamm tra bennaket dê da 'n-om glask ?

Ah ya ! Ba-kreis ar gouañ, pa vije re dru ar lanneier, vïe ket, vije ket kass(et) ar saout ba lanneier, pa vije re dru 'è… Nañ-nann, p(a) vije komañs(e)t 'ta an traou da zisec'hiñ un tamm. Oh, med ba'r mar(e)-mañ vïe 'hat ! Ba'r lanneier

– Hag ar saout a gave o hent da vond d'ar lanneier, pep-hini…

Oh ya ! Oh ya-ya ! Me meus gwel(e)t Tad-kozh, an ameseg amañ hag a vé laret, a vïe gwraet Tad-kozh dïontañ ha heñ na pider beuc'h, me(d) an dow doull-karr d'ond ba i, i lanneg-heñ hag hom hañi-mimp, oa kemed treus ar harzh 'trise 'ziwar an hent-pras ! Med james na glaske i saout mond ba'h an heñi du-m(añ), ba hom hañi-mimp, nag, nag hom re-mimp n'eegn ket ba e hañi 'è ! Goulskoude a dremenent ba an toull-karr war an hent, ah med n'eegn ket barzh ! 'H eegn barzh o c'horn pelloc'h, goude vé den e-bed araokè ! Ha mim vije war-lerc'h

– Hag a zo pe-geid ahann neuse deus a feurm Botcol beteg ar lanniou ?

Ah ! Eizh-kant metr pe war-dro, war an hent, deus amañ d'ond ga'n hent

– Hag ase 'h eegn dre an hent ?

Dre an hent ya, ya-ya, dre an hent 'h eegn, ya-ya. Dre an hent ha mond da gomañs deus an hent d'ond amañ, mond-maes 'r villajenn da gentañ, ba'n amzer gentañ oa ket moien, kasi-walc'h, d'ond ! Ar saout 'h ee dre an hent walc'h ! Med mim 'h ee dre ar winojenn ! Ba'r park war ar harzh… Med goude-se é bet renket an hent tamm-ha-tamm. Ba'n hañ(w) vije moien walc'h da zond ba'n hent ! Med ba'r gouañ(w) oa ket moien ! Pa oamp 'hond d'ar skol vije red dimp mond dre ar harzh delc'hmad ! Ma Doue ! Ha beb-sort plantennou war an hent ha partoud

– Ya, ar saout matese beure tamm bennaket i(v)e ?

Ah ya !

– 'N-ur vond ha 'n-ur dond d'ar gêr matese ?

Ah toud 'ha ! Pezh a hallegn o(be)r ha peuriñ, ya-ya ! Toud pezh a hallegn

– Barzh ar lanniou-se, matese 'n-om blije ke(t a)r saout keme(nt)-se i(v)e ha e(rr)i mare vije, ma ouïent a-walc'h a vije un tamm boued ba'h ar preseb ha 'hortos 'nê da zond d'ar gêr, matese e dije hast da vond war o his ?

Ya, med ar saout memestra zo gwelloc'h 'ha peuriñ melchon bihen ba'h ar park ! Ur baturajenn vad ! Barzh ur park mad vije gwelloc'h ! Hag ar laezh vo muioc'h 'è hag an amann vo druoc'h i(v)e ! Med pet(r)a ri ?! Pugur oamp tapet barzh ur vro powr, oa renket essañ bevo memestra ! Toud an dud vïent ket kap, oagn ket kap da ve ba'h ar broiou mad ! Oamp kondaon(e)t da vevo memestra pe da essañ o(be)r ba'h ar vro powr ! Med setu walc'h pe-naos oa sterd ar jeu ! Ha red essañ tenno bewañs deus an douar 'vel a oa ! Ba serten broiou vïe ket kaoseet deus lanneier, med as(e) é kalz brawoc'h bivo, med an dud zo ene, oant ket o hond-kuit 'è ha lesken d'ar re-all d'ond war o vlass

– Ha se zo kaos, c'hwi matese zo chomet amañ ha stag deus Botcol ?

N'on ket stag, med kasi-walc'h !

23/11/2016

Gad ur pressouer prop vé gwraet jistr mad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant tri devezh so ba-ti A. ba Kareis. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Me meus kass(et) imachou dé zeusken doc'h blam dé ouïed hanoïou ar partïou deus ar pressouer. Gwraet peus bet jistr gwech-ell ?

Ya

– Gwel a ret

Ya, Michel neus un' ahe, peus ket gwel(e)t (a)naoñ ?

– Ah nann… Ah, ba i grow, ba'r c'hrow

Ba'r c'hrow, ya. Houm(añ) vise gwraet an daol (a)nèi 'è

– An daol

An daol, ba-lec'h vise gwraet an dorchenn pet(r)a ! Ya ha hem(añ) oa sañset, ar pressouer neu'n…

– Pe-sort mod laret ?

Ar pressouer vise gwraet deus hezh ha houm(añ) oa an daol, hem(añ) ziskennè, pet(r)a vise gwraet deus hem(añ) deja ? Ar…

– Ar maout ?

Ar maout ya, ar maout hag a vise diskennet hezh war 'n dorchenn ahe hag ar jistr tàè ba'r varazh amañ ha vis(e) tapet dé lak(ad) ba'r varrikenn pet(r)a !

– Ah ya

Ya

– Am(añ) zo un desseñ, matre'n é aessoc'h doc'h

Am(añ) (e)ma in galleg heñ ?

– Ya, ya, me meus c'hoant dé hoûd an hanoiou e brezhoneg kwa ! Ar maout zo, am(añ)

Hezh é ar maout, ya

– Ha ar viñs vé lar(e)t

Ar viñs, ya

– Viñs-pressouer

Ar viñs hag an dra-m(añ) oa an daol, an daol vise gwraet deus an dra-m(añ) ya, ba-lec'h vise lak(et) ar markou, ar markou…

– Ya, ar markou oa avalou mesket ga plous kwa ?

Me meus gwraet an dorchenn ba-ti Michel ha pad, oh ya pad pemzeg matre'n pad, pad ugent la matre'n

– Ya, med raog vis(e) passêt an avalou ba ur valéres

Ah ya ! Ah ya, an avalou vise malet, (e)ma… Ah ya ! Am(añ) (e)ma-hi, ya ! Hoñzh oa ar valéres !

– Ha pet(r)a vé gwraet doc'h ar machin am(añ) ? Bi zo diw rod kwa

Ya, un' vis(e) beb tu 'troiñ

– Ha vis(e) lak(et) an avalou barzh

Ha vis(e) lak(et) an avalou barzh, ya. Ha deus as(e) vis(e) taol(et) wa'n daol am(añ) ha lak(et) ur c'houchad-plous ! Ur c'houchad-plous vise lak(et) ahe ha neu'n vis(e), war-lerc'h vise laket ar markou hag ur c'houchad-plous c'hoazh ha beb 'n eil kouchad !

– Pe-sort mod vise lak(et) ar maout dé ziskenn neu'n ?

Ar maout ziskennè, 'n-or droiñ 'naoñ ma visè c'hoant

– Ya

Vis(e) diskennet heñw pé sterdèh, dé sterdañ d'o(be)r, d'o(be)r ar jistr oa ur, ur varrenn-hou(a)rn ha vis(e)… As(e) oa ur, ur c'hrikè ha hezh dapè ur c'hrañ bevech, am(añ) oa ur rod !

– Yennou oa 'è ?

Yennou. As(e) oa ur rod ha oa toullou barzh enni

– Ah ya

Ur rod ha' oa toullou barzh hag ar yennou 'h ee un' ba'n toull bevech. Pé chechèh war'nèi, dapèh un toull ha gassèh (a)nèi d'an nec'h c'hoazh ha' goueè ba'n toullou c'hoazh ha deus ar moñsad vise sterd(et) c'hoazh. Oh ! Hezh so ur pressouer prop heñ !

– Ya, ha…

Hezh so ba du-s(e) ?

– Nañ-nann, ka't meus ar foto wa'n internet

Ah boñ !

– Un' zo ba du-m(añ), med meus ket foto deus[outoñ]

Am(añ), am(añ) weles 'è (e)ma-heñw, (e)ma-heñw ijelloc'h un tamm mat heñ ! Ijelloc'h (e)ma-heñw ha am(añ) (e)ma-ñw u(he)l pet(r)a !

– Ya, med am(añ) n'eus ket avalou barzh kwa

Nañ-nann, nañ-nann ! Am(añ) n'eus ket avalou barzh, nann

– Ar maout zo ur moñsad-koat bras

Oh ya ! Ur pezh, ur, peus ket gwel(e)t heñi Michel ahe ?

– Nann, pass heñi Michel

Med Michel, heñi Michel vé moien dac'h dé wel heñ !

– Ya, med ba ur su'nvezh 'h an d'o(be)r jistr

Hañ ! Ha 'h et d'o(be)r jistr di 'benn…

– Nom meump ur, ur c'hamarad ha' zo labourer-douar ha 'h an d'o(be)r chistr (a)ssames gantoñ

'Benn (d)issa(do)rn 'h et d'o(be)r ho chistr neu'n ?

– Ya, ya-ya

Ah ! Oh, nem zo bet pell, nem zo bet pell 'h o(be)r jistr. Pé vis(e) e(rr)o uhel walc'h ar macheñ vis(e) 'h aretet neu'n, med oh ! Vïe ket gwraet hi… Ya, keme(nt)-s(e) matre'n vise gwraet, ya, barzh ha goud(e)-se neu'n, vise sterd(et) hi dé zond dé, d'an traoñ hag a… Hag ar jistr tàè-maes ba'r penton am(añ), ur varazh vis(e) ase

– Ya

Ur penton vise gwraet (a)nèi, ya

– Ar jistr tàè-maes dre-amañ

Ya, 'n-heñi vis(e) (???) vise gwraet ar penton dèi

– Ar penton

Ar penton, ya

– Am(añ) oa ur moñsad-koat bras ell

Ah ya !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet deuhoutoñ ?

Hem(añ) papred vise gwraet ar maout (a)naoñ

– Ya

Hezh, ya, ur pezh koat bras tew vise-heñw, med…

– Na ket un hano ?

Matre'n na un hano, ya. C'hwi oar an hano matre'n ?

– Nañ-nann, beñ gouïed a rañw lar vé gwraet « la brebis » deuhoutoñ e galleg

Ah !

– Matre'n oa memes-mod e brezhoneg, peus ket joñj kin ?

Hem(añ) oa ar maout papred ! Ha deus hezh… Ha hezh na ket kalz importance, pugur hezh vïe ket gwel(e)t kàer (a)naoñ pet(r)a ! An daol, an daol 'h o(be)r, tàè 'tre amañ ha 'h ee 'tre ahe, hezh vis(e) ba-dindan pet(r)a !

– Ya, 'vi(d) ampech ar pressouer dé goueo kwa !

'Vid reiñ adhérence, 'vid reiñ plass daoñ dé, dé waskañ an avalou pet(r)a !

– Ya, ur waskadenn vis(e) gwraet doc'h toud ar macheñ ?

Ur waskadenn vise gwraet deusouti, ya. Ya-ya. Oh, med gouïed a ret ur bern brezhoneg heñ !

– Mersi doc'h, med grass doc'h é 'e, disket meus ur bern pojou ganoc'h

Oh, gredan ket 'han(o)h kalz…

– Yao-yao ! Beñ c'hwi oar brezhoneg mad !

Ya, gouïed a rañw brezhoneg mad, med an dra-se zo memestra un détail spessial heñ ! An dra-s(e) zo mod-kozh, mod-kozh heñ !

– Ya

Ya

– Med util é memestra ! Ga ur pressouer ar mo(d)-s(e) vé gwraet jistr mad heñ !

Ah ya ! Ah ya-ya-ya-ya !

– Ha me gav mad ar jistr

Me, ah, me gav mad ar jistr 'e 'ha ! Med daw vis(e)… Me ! Ha nem, Michel ha me ree jistr d'ar sadorn pé vïe ket-heñw 'labour(ad), vis(e) lak(et) an dorchenn barzh ha Michel vis(e) 'labour(a)d, wechou ba Brest, wechou un tamm partoud 'e, pi(g)ur oa-heñw massoner

– Ya-ya, gouïed a rañw

Ha me neu'n, pé war ar su'n 'benn mis(e) un tamm, me gassè an trakteur-ell ha ma ur benne-hou(a)rn ba dreñw mé drakteur ha vise gwraet ar, ar riñsenn ar pressouer. Kar ma vé lesket 'n dorchenn ba'r pressouer re bell, drenka toud ar c'hoat hag an traou pet(r)a !

– Ah ya ! Ha oa ket mad ?

Nann, nann, an dra-s(e) oa 'h o(be)r jistr fall pet(r)a !

– Ha 'vid o(be)r jistr mad so emm dé lak(ad) dow sort avalou

Ah ya, ma vé gallet ya, dow sort avalou, tri pe be(va)r ma vé gallet… Se zo kaos gwech-ell ba'r gwerjïou vise laket différentes gwe blam d'an avalou dé vi melañjet, dé vi mesket, ya

– Ya

Ya

– Hag in galleg vé lar(e)t lar zo emm dé lak(ad) « pommes dures » ha « pommes douces », pe-sort-mod vis(e) lar(e)t an dra-s(e) e brezhoneg ?

Avalou kaled vise gwraet deusoute, deus lod (a)nê hag avalou, avalou blot. Me meus gwel(et) Michel, ar bla na gwraet i di ahe, na gwraet-heñw jistr, ouïon ket pet(r)a oa kaos d'an dra-s(e), med pé oa-heñw 'h o(be)r i di ahe, tàè an dud dé livrañ (a)naoñ ha vis(e) tap(et) ur voutailha(d)-chistr : Gwelloc'h oa 'vi(d) toud ar boessoniou-ell !

– Ya, an dra-s(e) zigouev wechou kwa

Ya, med ar jistr neus e(f)er ur bern, ur bern soin 'e. Faot ket dac'h 'h o(be)r jistr : Ale ! Malañ (a)nê ha meskañ (a)nê ! Nann, daw vé dac'h, an avalou brein, pass lesken (a)nê

– Ya, daw é 'h o(be)r intañsïon kwa !

Trïañ (a)nê un tamm !

– Ya

An avalou brein ha choaj(añ) an avalou un tamm dé velañj(añ) (a)nê ba'r… Ar Sant-Brïeg ahe vise, a vise avalou mad, Sant-Brïeg Ru !

– Ah ya !

Ar reñ-s(e) ree jistr, med spontus !

– Soñj peus deus hanoiou ar gouennou avalou ?

Sant-Brieg ha neu'n Grignèr vise gwraet deus lod-ell, bet peus klêt kaos deusoute ?

– Gwech e-bed

Nann

– Meus ket goull(et) an dra-s(e) gwech e-bed

Gwech-ell ba'r gwerjeou vïe lak(et) ur bern sort avalou, mesket an avalou. Blam dê dé, dé vid difer's ha pé jerrèh (a)nê, lakèh (a)nê ba ur (???) hag a ar re-s(e) 'n-om velañjè pa 'h et dé val(añ) (a)nê ga'r valéres

– Matre'n vise laket ba ur bern

Euh ya ! Ha pass go(r)teiñ re divêd d'o(be)r ho chistr memes-tra heñ ! Pé welèh lar vïent e(rr)o blot un tamm ahe, pé gomañsegn breinañ, neu'n vis(e) daw…

– Lak(ad) (a)nê

Ah ya

22/11/2016

Oustilhou ar c'herseg

Trañskripsïon bet disvanket d'an 31 deus mis-eost 2017
Transcription corrigée le 31 août 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha ar wech divé ya, ma ket añrejistret ahan'h 'e ha pa kaojeet din-me deus, deus an oustilhou oa ga'r c'heseg ha be oa hanoiou ma ket klêt c'hoazh, diwar-benn ar c'heseg ha toud an oustilhou zo en-dro d'ar c'heseg

Ah ! Da 'r c'hu(l)ier, da 'r bass ha toud ar re-s(e) ah(e) his-s(e) ?

– Ya, pet(r)a é ur bass dit-te ?

Ar bass é ba b(e)-lec'h vïe laket an dougéres, an dougéres-se vïe lak(e)t ba'r brankariou ! C'hwi lake ar jô ba'r limon kwa ! Hag ar c'hu(l)ier neu'n zo (e)vi(d), (e)vid kass ar c'harr 'dreñw !

– Pet(r)a ?

Ar c'hu(l)ier ! La pièce de recul, qu'on appelle ça, dans le harnais, ar c'hu(l)ier ya

– Ah ! Ar c'hrouer é ?

Pass c'hrouer ! Ar c'hrouer zo un dra-all ha' vé lak(e)t ba… An dra-he so (e)vi(d) separ(iñ) ar greun ba'r wentéres ! N'out ket 'vid, n'ouoh ket pet(r)a é ur wentéres (aha)noh ?

– Yeo ! « Une tarare », n'é ket ?

Tarare, ya. Ah, med ar c'hrouer zo an dra-(ho)nt, med ar c'hu(l)ier !

– Hola ! Daw vo din klask heñ ! N'ouzon ket pet(r)a é

Ah, med matre'n n'egzist ket heñ !

– Yeo sur ! Med…

Med ni a larè ar mod-s(e) kwa ! Ar souvandrïer(e)nn kwa ! Ar souvandrïer(e)nn vé lak(et) d'ar jô (e)vid, (e)vid ampech ar c'harr d(a) skour pé vïe, pé vise re béc'h-dreñw ! Ma peus c'hoant

– Ya ha souvandrïer(e)nn zo ha 'r c'hr… Lar din 'ta en-dro

Ar bass ?

– Nann, an heñi-all : Ar « c'hreier » ?

Ar c'hu(l)ier !

– Ar c'hrweir

Ah ya ! La pièce de recul, qu'on appelle ça en français

– Ya-ya, beñ klask a rin pet(r)a é, pe-sort mod vé skrivet

Ah beñ matre'n ga(v)eh ket mem-mod 'vel a laron doc'h an dra-h(e) heñ !

– Ya-ya

Med me, me gaosev doc'h 'vel meus bet desket ga mé sud, me(d) me m'on ket, ar re-he oagn ket professionellou brezhoneg anê heñ !

– Beñ kaojeal a reent ?

Kaoseal a ree-hè brezhoneg 'ha !

– Boñ beñ mad é neuhe

Me ouïen ket pos galleg (e-)bed raog oan aet d'ar skoul (aha)naon, ar pezh oa un tor dijar !

– Ha neuhe pezh zo ba ginou ar jô, pet(r)a é ?

Ar brid

– Ar brid ?

Ar brid a'h a d'an nec'h 'ta ! Ar mod-all an hou(a)rn ha neuhe an hou(a)rn 'h a ba e ginou da zigentañ-toud hag ar brid go(ude)-se neuhe ! Ha go(ude)-se (e)ma ar brid-mouch war an dow du hag ar brid neb mouch (e-)bed, neb, neb machin (e-)bed !

– Brid-mouch vé gwraet deusoute ?

Ouais, quand il y avait des œillères quoi !

– Ya

Mais c'est pas une obligatoire d'avoir des œillères
. Ha vïent ket mouch(e)t neu'n, med 'vid lak anê-gn da sell a-raog ha d'ampech anê da vi, da sell a-gost(e) kwa !

– Hañ ! Blam da lak (a)nê d'ond war-eñwn kwa !

D'ond… Kentoc'h ya

– Ya

Kentoc'h d'ond war-eñwn, ya

– Ha pet(r)a vije gwraet deus, pa vije ar c'harr, deus ar, 'vel ur brec'h un tamm zo blam da stag ar c'harr deus, deus ar jô

Ar brankariou ?

– Brankariou ?

Ya

– Ya, ar mod-se vé lar(e)t

Go(ude)-se oa ar mikanik ba-dreñw, ar freñ neu'n ! Dé sterdañ kwa ! Ur vazh-mikanik ha c'hwi pa kraniou da lak a-wechou ha b(a)-lec'h oa, b(a)-lec'h oa un diskenn vat kwa ! C'hwi lake houzh neu'n 'vi(d)… Pugur oa ket kap ar jô da zalc'h ar c'harrad i-hun, ga'r c'hu(l)ier 'e, 'vel laron doc'h, a ret

– Ya

Ha ba, ba'n heñchou kozh neu'n vis(e) ha b(a)-lec'h vis(e) heñchou fall, pugur oa keme(d) heñchou fall partoud gwech-all

– Ya, pet(r)a vé gwraet deus, war an heñchou fall gwraet ga roujou ar c'harr ?

An hent-karr

– An hent-karr, vé ket lar(e)t « ar skoassellou » ?

Ar skoassellou, ar skoassellou é ar re hag a zo toullou barzh kwa ?

– Ya

Ya-ya-ya ! Skoassellou pé vije toullou ma tàe ar c'harrad « tein-deng » da dow du 'e

– Ya-ya-ya

Med ba am(añ) gi-m(añ) oa ur limonière, un' gozh kwa ! Ar marc'h-limon vé gwraet da'nê, med oa ket, oa ket ur marc'h 'nèi, pugur oa-hi ur gaseg kwa ! Amañ oa kemed Tufew, goûd a ret pet(r)a é tufew ?

– Nann

Mein kwa !

– Mein ?

Ya

– Tufew ?

Tufew é… Tufew zo, zo ur men ha' les(k) passeal an dour barzh ennoñ kwa ! Ma vé ket brein 'nèoñ kwa ! Ha 'vel, 'vel zo as(e) gis-s(e) war, ba b(e)-lec'h (e)ma oto Nathalie, as(e) so du tuffeau kwa ! Hag a houzh oa fin, hou(zh) ouïe lak ar brankariou en-treus, set' vis(e) ket daw dèi ku(l)ieriñ tamm (e-)bed ! Vïe gwraet machin, med sè ar c'harr vis(e), tàe ket re founnus war-lerc'h 'nèoñ. Med am(añ), ba amañ, ar re-m(añ) oa kirri sterd da labour(a)d, pugur oa, (e)ma ar stêr-vras, 'vel laron doc'h 'è, ba'n traoñ ah(e) gis-se ha' zo ur c'hilometr, zo d'arlem(añ) neu'n, d'ond da vek(ed) tap 'nèi, set' vïe daw kaoud tri chô ba amañ gi-m(añ)

– Ha pet(r)a vé lar(e)t deus an heñi zo ba'r penn ?

Oh nann, an dra-he n'ouzon ket

– N'é ket ar jô-beg ?

Ar jô… Ah yeo ! Ar jô-beg yao !

– Ya

Am(añ) vïe daw kaoud dow jô-beg hag un'-all ba'r limon c'hoazh… Ar chô-beg, yao-yao !

– Ga'r paotr deus Pleiben ma klêt kaos deus an dra-he : Ur rowl, ur pezh chadenn, ur pezh chadenn vras !

Ah ! Ar raou ya

– Ya

Ar raou neu'n, un dra oa 'vid trañsportañ gwe ga'n dieoul !

– Ga'n dieoul ?

Ya !

– Pet(r)a é an dieoul ?

Euh… Peus ket gwel(e)t dieoul gwech (e-)bed (aha)noh ? Neu'n heñ oa ur c'harr vïe staget war-lerc'h ar c'harr-all, c'hwi lake e vréc'h d'anèoñ an uhellañ d'an nec'h ha stage ar wênn ba'r c'hreis ha 'bénn pé vis(e) diskénn(e)t ar bréc'h, an timon ma peus c'hoant

– Ya

C'hwi stage 'nèi war 'r c'harr, 'benn-neu'n stoke ket-hi an douar ken oagn aet d'o(be)r, d'ond ga(t)i da, dé droc'hañ kwa ! Ha me zo bet 'h o(be)r an dra-(ho)nt ga'r c'harr mo(d)-kozh, ordinaire kwa !

– Ya-ya

'Vid skour ar c'harr ha ar gwe oagn ket re dewod 'è, sete 'h et ha 'h ee dec'h ha set' 'benn-neu'n veh klass, klass lak(a)d ar jô ba'r limon (aha)noh

[…]

– N'é ket an talier vé lar(e)t ? Pa laret din-me ur wech pe an ta(li)er ?

Ya, an ta(li)er se ba b(e)-lec'h vé ar c'hu(l)ier ba-dreñw, ba-raog, raog brank i lost, 'vel vé laret 'è

– Ah ya ? Brank e lost ?

Oh ya-ya-ya ! Med ah(e) oa des brikou machin 'vid lakad, d'an dra-(ho)nt da, 'vi(d) ampech an harnachou d'ond war ar jô, vis(e) laket 'e, vïe passeet o lost dê ba-mod a yeent… N'oun ket kap da lar e hano doc'h brem(añ) (aha)naon. Heñ na un hano brezhoneg, n'é ket bet utilis(e)t kalz 'nèoñ. Lod lake 'nèoñ da labour(a)d blam ampech o c'herseg dé, pé 'h eegn dé zib(iñ), o c'hu(l)ier tàe ba o goûg, sè ha vis(e) stag-heñw war hezh, hezh ampeche ar gwe

– Ah ya

'Vid ar c'herseg, kenkent vïe digoueet ba'r penn, ar re-m(añ) 'n-im lake dé grign(añ), dé beur(iñ) ma vïe yeot, ah ya… Oh ! Beb-sort mod vis(e) gwraet kwa !

– Pet(r)a vije lar(e)t dê, d'ar c'herseg, blam da lak anê da reukulañ ?

Oh ! Lod lare « kul » dê ha lod-all lare « c'hri !!! » dê

– Ya, « ri » n'é ket ?

Ah c'hri, c'hri, c'hri ! Ya

– Ha 'vid lak anê d'ond raog ?

Ah ! Vïe lar(e)t « hi ! » dê

– « hi » ?

Hi !

– Hi ! Ya

« Ho ! » : 'H aret

– Ya ha…

« Tuïs ha hal ! »

– « Tuïs ha hal » ya, an dra-he vé lar(e)t partoud

Ah ya 'ha ! Ah, med an dra-he oa un tamm mat ma pa ur jô hag a gomprene (aha)nah da 'r gomz, pu(g)ur surtoud pé vïeh 'c'hwenn(añ) pet(r)am 'touariñ (a)val-(d)ouar, c'hwi vïe ba-dreñw, c'hwi ba'r gidou, vis(e) gwraet da 'n dra-(ho)nt. Klêt peus kaos da 'r re-h(e) sur walc'h

– Ya, ar gidou ya

C'hwi a lake hou(zh) war ho koûg doc'h, c'hwi a larè, ma tàe ket founnus walc'h en-dro, neu'n c'hwi ree un tamm chech dèoñ war i benn, 'vel vé lar(e)t ha ma vis(e) lar(e)t, heñw droiè neu'n ha valeè 'è ha… Neb flastr(añ) netra (e-)bed !

21/11/2016

An nawes 'tigass 'n dour d'ar prajeier hag ar bir 'tigass d'ar velen

Salud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant deus ar pezh ma añrejistret dec'h ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pugur ar bief de moulin vise lar(e)t ba amañ, vïe ket war ar vel(e)n vis(e) lar(e)t ar, an nawes. An nawes vis(e) laret 'è, med brem(añ) tà ket ba mé fenn… Ha an nawes oa 'n heñi zo penn-a-benn ar prajeier, ni a ra an nawes da hounn(ezh) kwa ! Hag a…

– Ah ya ! Ar wazh, ur wazh kwa !

Ar wazh, ya

– Ya

Ya-ya, dond a ree an dour war 'r prajeier da 'n nawes vis(e) lar(e)t 'e go(ude)-se. Med ar mod-all 'e, ar mod-all da 'n heñi vïe 'tigass an dour d'ar vel(e)n vis(e) laret ah… Oh nondidïe !

– Ah ! N'é ket « le barrage » ? Pet(r)a vé gwraet deus an dra-he ?

Da 'r barrage vis(e) gwraet ar lenn, da 'r lenn tàe an dour d'ar, d'ar vel(e)n ha ahe go(ude)-se vïe gwraet ar… Un hano na ar wazh zigassè 'n dour da vel(e)n, med me n'on ket kap da lar dit 'n hano brezhoneg

– Ha n'é ket an nawes é kwa, n'é ket ?

Euh… Matre'n é an nawes é, matre'n, med meus ket joñj (aha)naon… An dra-(ho)nt oa ar bir ! Vis(e) laret, deut da joñj din

– Ah ya ? Ar bir ?

Ar bir, ya. An dra-s(e) so un dra gwraet, pa un nawes 'n-im ra i-hun kwa !

– Ya

Ha war-lerc'h ar bir zo un', ar bir 'vid digass an dour da rod ar vel(e)n ! An dra-s(e) oa traou gwraet ga'n dud ga'n dorn gwech-all kwa ! Sè ahe vis(e) keme(d) ur bal ba-tal ar lenn pe ga ur manivelle ha c'hwi a dape mod pé c'hoant ha re(n)ket stank(añ) an dour, beñ c'hwi ouïè pegement dour vankè doc'h d'ar mod greun pé da val(añ) kwa ! Hag vïe gwraet, yao ! Brem(añ) so deut d(a) choñj din, meus… Meus klêt mé sad lar an dra-(ho)nt, pugur heñw vis(e) labour(a)d ba-ti ur melour pé oa-heñw divezher hag a vis(e) rôet, vis(e) gwraet ar bir da 'n dra-(ho)nt neu'n ga… N'oun ket pet(r)a, pet(r)a sinifif(e) mod-all hañ !

Me meus gwraet amïeges walc'h ma-hun !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Goûd a ouïefes esplikañ un tamm pet(r)a oa micher, da vamm-gozh neuhe oa amïeges ?

Ah ! Oa amïeges

– Ha gwel(e)t peus 'nèi 'h o(be)r an dra-he ?

Ah ! Meus ket ahaha !

– Nann

Meus ket, me zo… Memes pé oa ganet ma merc'h oa ket deut da wel (aha)naon 'è. Med bet meus gwraet amïeges walc'h ma-hun ! Mallezh Toue ! Pé vis(e) daw al(añ) ar saout…

– Ya, beñ ehehe ! Ya, ya sur ya !

Ha mond d(a) glask ar moc'h pihen ba b(e)-lec'h a vis(e)-hè, an dra-h(e) oa amïeges 'è !

– Ya, ya-ya, mem-mod ya ha an dra-he peus gwraet ?

Oa ket, oa ket bet… Ya, an dra-s(e) meus gwraet, ya ha c'hoazh n'é ket ur barti plujadur 'nèi !

– Blije ket dit ?

Beñ c'hwi oar walc'h, ar re neus dour 'vel toud ar, toud ar merc'hed neus 'è kwa ! Ar re neus dour, sete ma hrev an dour pé dap an troad ah ee an oc'h kuit ha red da chech en-dro hag a… Nann-nann

– Ha gwraet vije an dra-he blam da, da lak ar…

Ar c'hordennou

– Ar… Pet(r)a ?

'Vid lak(a)d ar c'hordennou ba'n treid kwa ! 'Vïe chech(e)t 'ta gad, ga… Larin ket doc'h (aha)naon, gad (???) i dud vïe gwraet, ba-raog pé oa tud walc'h ba'r fermachou kwa ! 'Vïe goull un' da, d'un ti-hezh ha un' d'un ti-all da joukour alañ ar veuc'h hag a… Go(ude)-se oa ket deñn e-bed kin, pren(et) ur vêleuse ga des criquets ahe gis-s(e) gad un treuil oa ga'r vioc'h 'e !

– Gwel(et) meus 'h o(be)r an dra-he

Ah gwel(e)t peus 'h o(be)r an dra-he ?

– Ya, ga ma yontr ya

Oh ya ! Med an dra-h(e) oa mad ha fall 'è

– Ya

Ahe teuet (aha)noc'h sur petram ma dorrahè, dorrahe an troad ha…

– Ya

Dorrahe i droad da, d'ar loned-se, d'ar loue vïe 'tond 'è kwa !

19/11/2016

Hirvoan, diskurlu pe lard-pil

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba'r Vouilhe ga dow re ba ene. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar plac'h kentañ
An eil blac'h




– Ha peta vis(e) laret deus ar, deus ar loned 'hend-ell ? Deus ar saout pe… Pa vijent treut, pa vijent lard ?

Hum… Vijent ket lard toud hañ !

– Nann

Bremañ sur vé kalz mignoc'h (a) voued da roiñ dê, maïs ha-traou… « Stag i groc'hen deuh i gein » vije laret pa vijent treut. Beañ vije heñ !

– Ha an dra-s(e) vis(e) ket laret deus an dud ?

Nann, gav ket din

– Nann

Pa vije treut an dud ? Gav ket din

– Nann, nann

« Diskurlu » vije laret pa vijent treut, un dèn diskurlu, pa vije doc'h un' bras ha treut

– Ha vis(e) ket laret ur hirvoan ?

« Hirvoan » ya, vise gwraet i(v)e, ya

– Ur hirvoan

Ya… Hir ha moan kwa heñ ! Hirvoan

– Ha deus ur veuc'h ha' vis(e) lard, pet(r)a vis(e) laret ?

« Lard-pil »… Lard-pil pa vije lard, lard-pil vije gwraet…

Dour-pil memes-mod pe ar memes hini ?

Ya pa ra kalz a hlô : Dour-pil a ra, ya

Dour-pil ha lard-pil

Ya, beaucoup quoi sans doute, bien gras !

– Ha ga pet(r)a vé implijet « pil » 'hend-ell ? Dour…

Glô, glô-pil a ra

– Vé ket implijet hend-ell ?

Nann

– Ha pa nis(e) ket kalz laezh ar veuc'h, petra vis(e) laret ?

Pé 'hond da zilaezh(iñ), 'hond da zilaezh(iñ) emaint

– Ha vis(e) ket laret traou-ell ? Ba-plass « zilaezh » ? O vond da hesk emaint ?

Ah nann, meus ket bet klêt

– Nann ? Ha am(añ) vis(e) kaos deus ar làerien-amann 'è ?

Ya, bet so bet un tamm kaos… Oh ! Med pass kalz heñ !

– Pass kalz ?

Ah nann !

– Deus ar làerien-ed, nann ?

Nann, an ed meus ket bet klevet, nann

– Ha deus ar c'herseg pé vis(e) ur gaseg, pé chome ur gaseg ba hi blass, ne houlle ket kin mond na raog na dreñw, pet(r)a vis(e) laret ?

Mouzhet int, mouzhet é-i matresse

– Vis(e) ket laret houm(añ) so houbet toud ?

Houbet é, houbet, houbet, mouzhet é, ma faot ket dèi mond vé mouzhet !

– Ha houbet vis(e) laret 'è ?

Ya

– Un dèn hall be houbet ?

Beñ ya ! Pa vé re, re labour pe écœuré kwa !

– Ha loned-ell halle bi houbet, ur c'hi pe… Nann ?

Oh ! Oa ket héñvel 'è, med ar c'heseg alïes 'è a jome, pa vije laket re dê dreñw ha neuhe bep-seurt a oa ! Lod faote ket dê labour(a)d 'vid deuh ar c'heseg heñ ! Lod anê

18/11/2016

Pé vïe deut an eur oa tapet-heñw ga i drakteur...

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kolloreg gad ur wreg hag hi gwas. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar wreg
Ar gwas




– Ha pe-sort mod zo moien da lar(e)d ? Hezh tàe dé houll an averenn dec'h ?

Ah ! Heñw…

– Pe-sort mod vé lar(e)t ?

Vanke un ofer(e)nn dèoñ

Vanke un ofer(e)nn dèoñ ! Voilà ! Y avait quelque… Med eo ! Of, oa ket bet (ne)med, ur mis oa-ñw bet klañw ken 'nèoñ, ur mis oa bet heñw klañw !

Oh ! Heñ skôet d'ar marw c'hoazh !

Heñ oa skôet d'ar marw kwa !

A-greis c'hoa(r)i ar c'hartou

Kreis c'hoa(r)i ar c'hartou

– Ça veut dire « mort brutalement » ?

Ah oui !

Ah oui ! Mort
oa, un atak…

Oui ! Il avait fait l'infarctus quoi !

Ya, un infarctus…

Il avait fait…

– Et on dit : « Hezh oa skôet d'ar marw » ?

Oh ya ! Skôet d'ar marw oa bet ba ene

Skôet d'ar marw oa-ñw 'ha… Ha hezh… Ha mechañs, din-m(e) oa rôet da hoûd, pugur michañs, oa laret michañs, beñ houzh valeo kwa ! Houzh oa e(rr)o… Mais il savait avant que j'avais fait pour ton frère aussi Jean ! Pugur Chañ oa marw i vreur 'e hag ar vamm-gàer faotè ket dèi digass bann(e) dour benni(g)et (e-)bed ba'n ti blam oa-i ket ba… Ha s(i)kouriñ é bet ba ti-skoul ar seurésed ha-toud

Ya

Hag a faotè ket dèi la vïe digass(e)t dour benni(g)et. Pé oa aet Chañ da gerc'hed les croix, d(a) Landelo vis(e) daw mond da gerc'hed les croix ha-toud kwa ! Toud vïe, vïe preparet dê-gn, pour les morts, ba'r gêr. Brem(añ) vé kass(e)t an dud da Gareis, med d'ar mar(e)-t(e) vïe ket gwraet. Hag ar person faotè ket dèoñ dond d(a) lar ar chapeled… Ar person oa sañset da zond ba Landelo hag amañ gi-m(añ) mem-mod 'e vïe… Med pé oa marw ma breur oa deut ar person neuhe, me ma respont(et) d'ar person kwa ! Dram a gaosee deus notre père qui êtes aux cieux ha toud an dra-he ahe ! Hag 'è deuh Landelo neuhe oa-heñw sañset da zond 'e gou(de) oa marw-heñw kwa ! Pugur oa marw ba, 'feñ duzhtu oa-ñw marw ! Pugur an trakteur oa koueet war'nèoñ, oa ket marw duzhtu pugur oa-ñw aet da Gourin ha deus Gourin 'n-heñi oa grevet

Ah ya… Ha heñ oa greñvet kwa !

Heñ oa greñvet…

Ah ya…

Oh !!! Pé vïe deut an eur oa tapet heñw ga i drakteur, oh mal'n'dïe ! Gwel a rañw papred an apanti heñ ! Mi mïe añwn !! Mi mis(e) owen, pugur vïen 'krenañ, paotr-powr, 'vel ur bern deliou ! Me lar

« Pet(r)a sinifi kaochou mo(d)-m(añ) ?! » Ma laret

Krenañ ar mod-se 'vel ur bern deliou paotr-powr ! Ah nondedïe ! Me 'tond da joñj din :

« Ale ! » Me lar

Hag er roud ! D(a) Landelo ! Sete me lar dèoñ lar oan deut da lak an… :

« Ah ! » Me lar dèoñ, « ma'hat me zo digass(e)t » me lar dèoñ mod-t(e), « d'ob(er) un dra ! » Me lar dèoñ

« Ah boñ ?! » Lar-heñw din

Boñ ! Sete ar person houll ganin pe-sort mod neuhe ha heñw lar din 'e ken braw-t(e) :

« Ah ! » Lar-heñw din, « Doc'h so rôet un dra da zond d'ober »

Boñ ! Ha set' me lar dèoñ :

« Neuhe on deut da lak un ofer(e)nn 'vid ma breu(r)-kàer, pugur n'on ket gouest » me lar dèoñ, « da jom pos ha kemend-all owen 'vel meus, an eur oa laet-heñw, an eur oa-ñw tapet ga i drakteur » me lar dèoñ

Heñ oa machin ! Heñ oa un soulagement 'e, ar person-te. Boñ ! Sete me lar dèoñ neuhe pevar(e) nïe bet laket neuhe ? D'ar sa(do)rn d'ab(ar)dai oa, oa laket an ofer(e)nn neuhe

« Boñ ! » Lar-heñw din, « il aura la messe de Sant-Thélo ! » Lar-heñw din ar mod-se

« Fffiw ! Oyoyoy ! » Me lar

Pet(r)a me lar ar mod-s(e)…

– Averenn Sant-Telo ?

Ah ya ! Sant-Telo, pugur an de war-lerc'h oa pardon Landelo

Pardon, an dra-he oa ar pardon an de war-lerc'h

Ya, ar pardon oa an de war-lerc'h hag a lar-heñw din ar mod-s(e)… Ha me, eizhte raog on bet, n'é ket p(e)tram é bet pemzete raog on bet memes ! Pugur il avait beaucoup de messes à dire hein ! Avec le pardon de Landeleau, là y a pleins de messes à dire ! Boñ ! Ha sete heñw lar din :

« Boñ ! » Lar-heñw, « je vais lui mettre pour le samedi avant le pardon, il sera à la messe » lar-heñw « de Sant-Thélo ! » Lar-heñw din

Ar powr-kaezh Simone oa fougeet 'e klêo an dra-he !

« Oh ! » Me lar

Set(e) pé oan deut en-dro neuhe, me ma lar(e)t neuhe dé, d'ar vamm-gàer neuhe pet(r)a na lar(e)t ar person din, med ma ket lar(e)t dèi lar hei na reufus(et) ! Pugur Chañ na goull(e)t (ha)g-añw vïe deut dour benni(g)et ha hei na ket les(ket) digass dour b(e)nni(g)et, hei lar oa tro-walc'h ba'r robinet ene ! Oui, mais c'est pas ça !

Simone na goull(e)t ga Chañ, pé oa deut da gerc'hed toud…

Hag-eñw oa dour benni(g)et

(Ha)g-añw oa dour benni(g)et

Ha lar din, añfeñ…

Neus ket lar(e)t din na d(a) Chañ, oa ket doc'h be lar(e)d, oa ket doc'h be lar(e)d lar oa e-se… Med Chañ na ket lar(e)t la oa ! Pugur Chañ ouïe ket 'nèoñ, oa ket lar(e)t dèon (ne)med digass (ne)med les croix. Ahe vïe laket des bougies ba, un' peb korn deuh ar c'horv kwa ! Ha goud(e)-se neuhe ur crucifix oa michañs, daon ya ! Ur crucifix oa deut ganoh 'e ! Boñ !

Ha sete, pé oan deut neuh(e) en-dro, me lare dèi neuhe lar ba :

« Sant-Telo » me lar dèi mod-se, « ar sa(do)rn Sant-Telo zo dèoñ » me lar dèi, « ar mod-s(e) so un oferenn »

Hag he c'hoar-gàer dèi oa deut di, hi c'hoar 'n-hi(n)i oa ! Oa deut di neuhe hi c'hoar-gàer

« Ma ! » Lar-hei, « Simone lake un oferenn 'vi(d) Vincent oa-ñw 'e, lake 'vid Vincent » lar-hei ar mod-se « ha (e)ma 'benn (d)issa(do)rn ba Landelo ! » Lar

« Ah boñ ?! » Lare ar re-m(añ), « ah boñ ?! » Lar-hègn

Boñ ! Ha hègn 'è pé oant digoueet ene oa e(rr)i fougeet 'ha ! Bon, med pet(r)a ma kass(e)t dèi : Ur lur amann ma kass(e)t dèi, prenet ganin kwa ! Pugur oa ket, na… Oa ket saout ganin, yao ! Be oa… Ma'hat oa saout

Yao gast !

Yao 'hat ! Pugur oa 82 !

Heñ ?! 7

8… Ah ! 82 oa marw-hei !

Ah hei ! Ya, ya hi mamm, ya

Ya, o mamm oa marw en 82, med Vincent oa gwraet en 70 !

Ya, med en 82, 82 oa saout ganomp 'hañ ! Pé oamp lañs(e)t en 83

Ya ! Ya ha ma kass(e)t dèi neuhe, kass(e)t amann ganin dèi ha pugur en 70 oa marw-heñw

Oh ya

Hag oa tapet-heñw ga i drakteur ! Hag a hei lare ar mod-se neuhe :

« Daoust hag-añw » lar-hei « 'h ay ar re-m(añ)-all 'e » lar-hei « d'an oferenn ? »

I breur dèoñ ha neuhe i c'hoar-gàer kwa ! Pugur an tad-kàer oa koll(e)t e wreg ur mis heñ !

Ah ya !

Il n'avait pas refusé d'aller à l'enterrement

À la messe !

D'aller à la messe pour son fils
ha neuhe ar paotr ! Oy ! 'Je vïe gwraet deusountoñ, Roger kwa ! Hag 'n heñi-all oa Roger, med hem(añ) vïe gwraet 'Je deusountoñ ar paotr ! Non-non ! Les autres n'ont pas bougé ! Quand je suis venu avec lui

Ah ya ! 'Benn-neuhe oant bet…

Pé heñw oa-ñw deut d'ar gêr, mé merc'hig-powr, deus an oferenn, pugur meump… Pet(r)a ma gwraet p(a) oan aet da Landelo goud(e)-se d'o(be)r un tour en vitesse, pé oan aet d'an oferenn ? Mond da gomand(añ) ba-ti Chob An Aloued kafe et puis j'avais pris un gâteau et puis une douzaine de crêpes, me lare dê :

« Tu n'as pas de gâteaux ni crêpes ? » Me lar dê

« Non » lar-hègn din

« Mais moi je vais prendre, aller tout de suite en vitesse prendre une douzaine de crêpes et je laisserai là, les crêpes et puis le gâteau »

Ur gato kwa ! Boñ ! Set(e) ma gwraet. Boñ ! Set(e) hei lare 'e, sete on bet 'h evañ ar c'hafe neuhe ha tante Léonie, meus choñj é c'hoar ar vamm-gàer, oa klañw ! Oa klañw ! Oyeyeyeyey ! Pé deue memestra, ene ur banne-kaf(e). Pé oan deut da gerc'hed, da gerc'hed en-dro neuhe da di e dud dèon en-dro, ar vamm-gàer oa 'tigoueal :

« P(e)-lec'h out bet 'boe ? » Lar-hei din

« Oh ! » Me lare dèi ar mod-se, « gast ! Evañ ar c'hafe (???), tante Léonie oa deut an-heñi é petram Mariann oa 'e » me lar dèi, « med vint ket les(ket) 'nê d'ond deus Landelo da Speied goud(e)-se ! » Me lar dèi, « bet ba'n oferenn » laren dèi, « bet ba'r vered, da les(ken) 'nê d'ond goud(e)-se » me lar dèi ar mod-s(e)

Petram Mariann gonduè an oto ! Ha hei na un oto ! Sete tante Léonie oa deut ga houzh neuhe

Pé (e)maint deut ba'r gambr, me ma laret 'n-ur zond-maes deuh ar gambr, me lare da Chañ goud(e)-se :

« Pour moi c'est fini ici !!! » Me lar dê

J'avais paniqué, mais bon… La oa, hei na kontet goud(e)-se oa propoc'h din bet chom da roiñ un tamm boued d'ar moc'h 'vid mond d'o(be)r ar pezh oan bet 'h o(be)r !

« Ah ! » Me lar, « me zo eürus ! Kar me zo dilivret brem(añ) ! » Me lar. « Ah mallezh 'n dïe ! » Me lar

An dra-he oa la jalousie !

Ah ya

Ce n'est que ça, c'était de la jalousie… Jean va prendre l'eau pour mettre sur le feu donc !

Ah gorteit

Kar goud(e) oa… Hag a me oa aes, med (???) korv neuhe ha goud(e)-se, 'benn ma laket an oferenn din, dèoñ ha pugur oa e(rr)i Sant-Telo c'hoazh, n'ouzes ket pet(r)a na kredet lar din ? Na laret :

« Ma pije rôet toud Landelo din vïen ket bet fougetoc'h ! »

Blam a ga(v)e din la ma soulajet 'nèoñ i-hun 'e, pugur oh ! Un dra m(e)nnaket oa sur, pugur mis(e) owen pé vïe deut an eur-t(e) oa laet-heñw, à six heures pe à cinq heures et demi – six heures oa-ñw tapet. Oy ! Ha (e)ma Saint-Tepod oa 'hond da gass, oa koat dé Plounee dé droc'hiñ ! Ha pé oa e(rr)o-heñw ur c'hilometr m(e)nnaket deuh ar gêr, heñw ra demi-tour !

« Kaoc'h ! » Lar-heñw, « 'h añw ket d'an eur-mañ » lar-heñw, « (???) hag a'h añw ket d'an eur-mañ » lar-heñw mod-s(e), « da gass koat da droc'hiñ 'naoñ da, da Blonee brem(añ) » lar-heñw

Da di an Ourmant kwa ! Boñ ! Deut é-heñw d'ar gêr, 'benn-neuhe oa 'hortos 'nèoñ, mé merc'hig-powr, da se(v)el an trakteur 'ziwar'nèoñ

– Ah ya…

'Benn-neuhe da rañverss, heñw, deus mod lare hem(añ)-all neuhe kender Chañ, 'n heñi na 'n-om grouget neuhe, pé oagn o-dow chærr koat dé gass(e)d da Bont-Penity dé droc'h an de war-lerc'h, da sul ! Nann oa da sa(do)rn !

« Oy ! Ma Doue benni(g)et ! » Me lar, « ma n'é ket trist (me)mestra ! » Me lar

Ha sete Marcel larè neuhe :

« Oy ! Eürusamant n'on ket »

Pugur 'benn-neuhe oa 'hortos 'nèoñ ene ! 'Sikour sevel an trakteur a-ziwar'nèoñ kwa !

Heñ ?

17/11/2016

Ur boutig gwenn gwraet ga koat-iwoul

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha mod-ell, gwraet peus bet paneriou ?

Ya

– Ha pe-sort mod vis(e) gwraet ?

An dra-s(e) vis(e) gwraet ga, ga koat blot kwa heñ !

– Ya

Ojil, petram koat-iwoul vis(e) gwraet ma vis(e) gwraet ur boutig gwenn, vis(e) daw rak(l)añ (a)nê mad !

– Ya

An dra-s(e) oa 'vi(d) ar wreg dé lak(ad) he dilhad barzh kwa ! Da zond dé werc'h(añ) an dilhad. Seto vis(e) ket daw, emm da les(k) tach (e-)bed wa'r bod petram hezh dachè an dilhad. Seto vis(e) tapet 'e pos(t)ou, postou bi(he)n vise gwraet doc'h ar re-s(e) ha vis(e) daw kaoud ur nombr impair kwa heñ ! Dé gomañs(añ) ar foñs

– Ya

Rèr ar boutig, vise lak(et) pe(va)r ba ur sens ha goud(e) vis(e) faoutet pe(va)r ha vis(e) plantet pe(va)r-ell ba'r re-m(añ), ba'r memes distance ha un' neutr d'o(be)r le neuvième kwa heñ !

– Ya, « neutr » vise gwraet doc'houtoñ ?

Ya, naw, eizh pos(t) plus un' d'o(be)r ar pos(t) bi(he)n vise gwraet doc'h hezh. Ha blam dé droïñ (a)nè boñ, 'vid bi impair kwa heñ ! Voilà !

– Ya ha goud(e)-se ?

Ha vis(e), vis(e) passêt ar re-s(e) toud 'n eil war-lerc'h egile ken vis(e) tap(et) form ho poutig kwa heñ ! A-peu-prè 40 centimètres de fond

– Ya

Ha war-lerc'h vis(e) lak(e)t postou bras. Vis(e) daw troc'hiñ tewoc'h, oh ! Tewoc'h 'vid ma bis a-peu-prè. Ha vis(e) faout(et)-hè dre dow ga'r goutell ser(te)namant. Tailhet ha raklet un tamm ha plantet ba-kost(e) ar postou bi(he)n, ba-foñs ar boutig ! Ha vis(e) gwïet-hè un tamm bi(he)n ha redress(e)t, lak(et) ur fissellenn tro-ha-dro 'vid reiñ e form d'ar boutig ha vis(e) gwraet neu'n ba'r, wa'r rèr vise gwraet un dro doulb 'n-or pak(añ) ha wïou ha blam d'ar rèr dé gaoud support ha wa'r c'hoste vis(e) gwraet un dro doulb c'hoazh 'è. Ha goud(e)-se, memes-mod, ale hop ! Ken vis(e) sa(v)et ar boutig ha digoueo ba'n nec'h vise gwraet diw dro doulb 'benn-neu'n

– Diw dro ?

Blam dé gaoud ur, ur c'hrog ba'r, 'vid kaoud prise wa'r, war ar boutig kwa heñ !

– Ya

Ha vis(e) gwï(et) ar machinou ha tress(et)-hè tro-da-dro ha echüet ar boutig. Me meus bet gwraet ha me ree tri-pe(va)r beb pla

– Hag ar reñ-s(e) oa solud ?

Ah ya ! Dé reiñ betrabes d'ar saout ha traou ar mo(d)-s(e) ha… Ha dé lak(ad) patates ha…

– Ha pet(r)a ret doc'h « l'anse du panier » e brezhoneg ?

Un dorn

– Un dorn

Un dorn, med vis(e) ket un hano, med an dorn ree tro-ha-dro ar boutig heñ ! Tro-ha-dro, an dorn

– Tro-ha-dro

Oa ket doc'h 'n-om, 'n-om vank(añ) war 'n dra-s(e). Med oh ! Kar mod-ell, wechou vïe lak(et) un dorn 'è, med kontuni an dorn, boñ, vis(e) daw doc'h machin-tressañ (a)nèi ha plant(añ) (a)nèi barzh 'è ha hadvïañ. Ha alïes dorrè-hi seto vis(e), vis(e), oa vounnissoc'h ha aessoc'h 'h o(be)r diw dro doulb 'n-or, 'n-or gwïañ 'n iwoul 'vid kaoud ur prise mad war, war, war-gorr(e) ar boutig kwa heñ !

Ha wa'r skoar ! Ha boued d'an tarow ! Ahaha !

16/11/2016

Tud dirastol ha tud figus

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




« Ah ! Hezh so ur paotr dirastol ! Oh ! Hezh so dirastol ! »

Ah beñ un' dirastol c'est quelqu'un qui aime tout ! Tu lui mets sur la table, il mange tout !

– Ah ! Zeb toud kwa !


Ah, heñ zeb toud kwa ! Si tu veux, heñ neus sort revus (e-)bed ! Tout lui est bon !

A gav mad toud ar pezh a vé rôet daoñ

A gav mad toud pezh vé laket daoñ a-gondissïon a ho kalz !

– Ya

Ha heñ zeb kalz hag a vé lar(e)t : « Hezh so dirastol ! Heñ zeb toud ! »

Ar c'hontrel deus ur beg-difissil

– Ya

Ya, oh… Ha just a-walc'h ! Ar c'hontrel deuh ur beg-difissil, hemañ zo un' dirastol

– Med pet(r)a peus lar(e)t damait ? Revus ?

Refusañ !

– Ah !!!

Ah ! Revus ! Oui, heñ na revus sort e-bed kwa ! Il ne refuse rien. Ha te, n'out ket re figus war an traou ?

Figus é…

« Hezh so, hezh so figous ! »

Difficile ? N'é ket figus é ?

Figus, hoñzh zo figous… Figus c'est une personne qui est tellement… Ah ya ! Pe-naos a'h añw da lar(e)d dit… Figus… Pé vé ofret un dra mennañket dèi a sell mad pete-goûd ma vefe un dra mennañket en-dro da, da… Beañ figus…

– N'é ket e galleg : Méfiant ?

Ya, un tamm ya, être méfiant de toutes les choses quoi ! Deuh toud ar pezh vé presantet dèi

– Pass 'n-om fïañ ba…

Figous é ?

Figus

Din-me n'é ket an dra-he

– Pet(r)a ?

N'ouzon ket pe-naos esplik…

Pe-naos a larin dit… « Oh hoñzh so figus »…

Nann, med n'é ket méfiant

N'é ket an dra-he é : Elle a peur, par exemple, qu'il y aurait la salade, elle va regarder je ne sais pas combien de fois de peur que… Et si y avait une limace dedans ! An dra-he so beañ figus

– Ya-ya-ya, gwel a rañw ya… Euh pff… Pe-sort mod vé laret…

Klask ar gomz 'ta da wel(e)d in galleg !

– Pet(r)a vé lar(e)t…

Figus, sell

Ahe (e)ma, rôet 'naoñ din 'ta !

– Ya, nann-nannn, med gwraet vo ganen-me

Sell 'ta da… Aha ! Sell 'ta da… « Oh ! Hoñzh so ur plac'h figus ! »

Med an dra-he meus klêt ha n'ouzon ket…

Ya ha…

Meur a wech

– « Difficile »

Ben voilà !

– « Difficile à satisfaire »


Ah ya !!!

Voilà !!! Tu vois ?! C'est mis « figus » dedans ?

– Ya-ya-ya, ur beg-figus

Ur beg-figus

Ya, ur beg-figus

Ya !

14/11/2016

Gwraet vijil, med ur sac'h gollo jom ket saw !

Trañskripsïon bet disvanket d'an dride deus mis-meurzh 2018
Transcription corrigée le 3 mars 2018

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Sant-Wazheg gad ur plac'h ene. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha d'ar gwener, pet(r)a vis(e) debet ?

Beñ… Pezh a vis(e) zigoueè d'o(be)r pet(r)a ! Me(d)…

– Ah ya ?

Me(d) kig vïe ket debet d'ar gwener !

– Kig vis(e) ket debet

Ah nann-nann ! Nann-nann, kig vïe ket debet

– Ha gwraet vis(e) vijil d'ar gwener, nann ?

Ah ya ! Ya-ya, vijil vise gwraet

– Ha vijil vis(e) ket, vis(e) ket debet dijuni e-bed ?

Ah yao !

– Ah yao ?

Yun reemp ket (aha)namp

– Yun, yun ne reeh ket (aha)noh kwa ?

Ah yè ! Me(d) yun reemp ket (aha)namp, beñ nann !

– Ah nann

Oh nann !

– Gwraet vis(e) vijil

Yè, vijil vise gwraet, me(d) pass yuniñ ! Yuniñ vis(e) ket gwraet (ne)me(d) 'benn vise le carême, neu'n vis(e) daw 'h o(be)r yun, me(d) mod-all vïe ket gwraet. Oa ket voien d'ur sac'h gollo jom ket saw !

– Nann, an dra-s(e) meus bet klêt

Nann

– Nann-nann ha n'oc'h ket bet 'labour(a)d 'ti tud ba-lec'h vis(e) ket laket kalz tra war an daol dé zibiñ ?

Nann, ba b(e)-lec'h oan bet 'labour(a)d a ga(v)èn la oa normal, me(d) nign a vise an eil ba ti igili ke(n)tac'h, ba kêr pet(r)a !

– Ya-ya

Nann, 'n dra-he n'on ket bet (aha)naon

– Peus ket bet klêt kaos neu'n deus ar patrones a na bisïed moan ?

Ah ! Bez a oa lod hag a oa ! Hag e zebègn ket deus taol (a)ssames ganomp 'nê-gn, med nign nôa 'leizh hoñ c'hov, sè hègn zebè pezh nôagn c'hoant war-lerc'h

– Ah ya

Yao-yao, be oa lod…

– Be oa tïer ha 'lec'h vis(e) gwelloc'h 'vi(d) ba tïer-ell ?

Ah ya ! An dra-s(e) so sur !

– Ha pet(r)a vis(e) lar(e)t neu'n 'e ?

Beñ

– Ene vis(e) gwraet cher vad pe… ?

« En(e) oa bet chust an traou ! » Lar

Me(d) me gred, intron, beñ nign, poent domp dihan d(a) gont kaochou 'è pe, 'benn ar fin, matre'n vo keme(d) mé rimodell din kin, daw din aret(al) dé gaoseal !

12/11/2016

Ober koñfitur ha spahiñ ar melved

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




War ar Poher zo ur reussèt ga'r bleuniou… Pet(r)a vé laret deus an dra-he le sureau ? Ha vé trampet ba 'n toas

Ya ! Ah anaoud a ran

Ha laket ba'n ïoul tomm

Ya

An dra-h(e) meus ket bet…

Ah yeo !

Ah ya ? Peus gwraet ?

Ya

Ah ya, mad é ?

Of !

Dalve ar boan ?

Of !!! Mad… Beañ zo lod ha' gav mad toud an traou ! Surtoud ma vent dishéñvel un tamm deuh…

Ya

– Ya

Heñ ?

– Deus ar pezh vé gwraet kwa !

Deuh ar pezh vé gwraet, ma vé dishéñvel e ga(v)ont… Surtoud an hin(i) a n'é ket bet debet, neuhe a ra mïoc'h a don c'hoazh ! Houzoh walc'h hag a lar…

– Ya, med be zo tud ha' vé klask ar mod-se…

Med 'vitoun-me an dra-he so lipouserezh !

– Ya, lipouserezh ya

'H efen ket 'ha war benn ma dowlin 'vid kaoud…

Ah ya, laka(d) ïoul ha goud(e) 'o daw chet' an ïoul, pugur vé…

N'efen ket war benn ma dowlin da gaoud an dra-he ! Ha gwraet meus bet gwraet oblijet, pugur gleen… Med ar pezh so mad ahat é ar c'hoñfitur !

Ah boñ ?

Ah !!! Ar c'hoñfitur-sureau

Med brem(añ) é ar mar(e)

– Med pe-sort mod a lares-te « sureau » amañ ? Matresse…

N'on ket 'vi(d) lar(ed) dit, n'anveen ket a-raog… N'é ket, (e)maint ket c'hoazh du !

Ah nann ! Ga…

Nann

Nann, n'é ket ga'r… Ar fleur vé gwraet

Ya

Ya-ya-ya-ya !

Ya-ya-ya ! N'é ket ga'r fleur vé gwraet

Med ga'r fleur zo moien d'o(be)r dour pik-pik ha…

Ah ! Matresse walc'h ya, med…

Limonade

Euh… N'é ket ga ar fleur… An dra-he zo, a ran 'nê meh-mod 'vel vije gwraet les myrtilles

Ah ya, med despunañ 'nê n'é ket aes 'è, pegur vegn, vegn uvel ba'r wênn

Pell vêr 'tespun 'nê hañ !

Ya hag uvel vegn

Euh… An dra-h(e) zepand ! Ahe zo ba'h ur park ahe (e)maint ijel-tre !

Ijel, ya

Ya

An dra-he é aes 'è…

Hag a ba'h ar, barzh Koat-Keo amañ so 'è

Ya

Hag a… Oh non ! Ka(v)et a vé hag a eint ijel a-walc'h, med kalz a'h a, a'h a da…

Pet(r)a é ?

Da dap anê gad ur peigne !

Ah ya !

Ya ha goude bassees anê ba'h, ba'h an dour ahe his-se, sete neuhe chom toud an tammou deliou hag an traou 'e…

Ha na lakes, na lakes ket traou-all 'e ?

Nann

Mesk ar…

Me meus ket, me ree simplement sureau !

Sureau ?

Ya

Koñfitur-rubarb peus gwraet 'è ?

Eh beñ, meus ket gwraet c'hoazh, meus ket gwraet c'hoazh… Pudur…

Deut é braw ar rubarb hañ !

Oh ya 'ha ! Ar bla-mañ vé braw hañ !

Ya

Da zigentañ oa bet divêd…

Ya, an dra-he é labour Gurvan

Ah ya ?

'H ob(e)r ar c'hoñfitur-rubarb

Ah ya ?

Ya

– Ya ha me meus klêt 'han(ou)t lar(ed) an dra-he ba'r radio

Pet(r)a ?

– Koñfitur-rubarb, ar reussèt

Ya

– Oa telefonet dit

Ya

– Ha pa kontet dèi pe-sort mod vije gwraet ar c'hoñfitur

Ya !

– Ha' meus an dra-he ba'h ar, ba'r gêr !

Aloñ bon ?! Ah bon ?!

 Ya

Me n'é ket ma c'hentañ koñfitur é ! Hete, pudur meus ket bet amzer ! 'Vid lared dit, n'ounn ket pe-lec'h é aet ma amzer, meus ket bet amzer d'o(be)r ! Hag a bet, goullet so bet diganiñ 'e ga tud ha meus rôet 'nê, ar re-gentañ, p(u)dur ma ket amzer, med daon ! E(rr)i eint 'darre, het' ar mod-se so, (v)o moien din d'o(be)r…

Pet(r)a é da « c'hentañ koñfitur » neuhe ?

Prun !

Prun ?

Ya

Ah ya ! An dra-he zo mad

– Ah ya ! An dra-he zo mad, ya

Heñ ?

– Ya-ya, mad é

Ar prun é

Me meus ket prun

Prun metramant abriko 'è, wichou brenoñ abriko Bergeron, la marque Bergeron : Ar re-h(e) so douss ! N'eint ket… Boñ fraises 'h añw d'o(be)r brem(añ) 'è, pudur zo !

Ah ya

Ya

Me meus ket tro-walc'h

Oh ya, beñ me lak anê tamm…

Amañ zo ur lapouss ha' teu bemde da gerc'hed, da gerc'hed 'nê

– Ah sivi !

Me lak anê ba'h ar, me lak anê ba'h ar c'hoñjelateur 'hann m'é e(rr)i

Ah ya…

'Hann m'é e(rr)i tri-pevar liur sete neuhe ! Hag a veskoñ 'nê ga framboises, ga…

Ah ya-ya-ya

– Ni (e)momp ket walc'h da, blam da zelc'hen

Heñ ?

– Ni (e)momp ket walc'h blam da zelc'hen traou !

Ah boñ !

– Pe… Ma vé ket debet ganemp é ar ga'r melc'hed…

Ah boñ ha plij a ra ar fraises dit ? Med n'eint ket suk(r)et hañ !

Oh ! A-peu-prè eint…

N'eint ket gwal suk(r)et, a-peu-prè eint ?!

Me lesk anê da zond ru ha' vegn debet duzhtu !

Debet vent, eint aet gad ar melved !

Beñ ya…

– Ya

Heñ ?

Vegn debet

Ar melved a teu 'benn deusoute

– Ah ya just a-walc'h, klêt peus an dra-he dija : « Ale ! Kês 'ta da zivelc'hwediñ ! » ? Lah ar melc'hed kwa ! Divelc'hwediñ

Ah divelc'hwediñ ?!

– Ya

Ar pezh a meus bet klêet lared ahat : « Heñ n'é ket mad, heñ n'é ket tueed ! N'é ket mad memes da spah ar melved ! »

– Spah ar melved

Ahahaha ! Goûd a houz(e)s pet(r)a é spah ar melved ?

– Ya

Oh ! Hezh ha n'é, « n'é ket mad memes da spah ar melved » vé laret, pudur n'é ket tueed. Med neuhe eh ! N'é ket gwal dueed hañ !

Nann

Med ! Me zo sur n'é ket braw spahiñ ar melved

Nann-nann

É red… Ar c'hontrel 'n-hi(n)i é : Beañ tueed !

– Ya-ya-ya

Gav ket dit ?

– Hum, med peus ket klêt 'e lared 'vid « spah ar low » ?

Nann

– Nann ?

An dra-he meus ket bet klêet… Oh ! An dra-he zo dïaessoc'h c'hoazh !

10/11/2016

Jean ha Louï 'n Allour, dañsal ha kano !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti G. ha M-C. ba Karnod, (G. zo deus Karnod ha M-C. deus Plourac'h). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
M-C.
G.


Plourac'h anees ket tamm (e-)bed ?

– Yeo, yeo-yeo, med añrejistret meus tud deus Plourac'h 'e

Ah bon !

Piw 'ta ? Louï 'n Allour ?

– Beñ Jean Lallour dija

Ahaha ! Ya

Ya Jean, hezh so ba Skrigneg !

– Ya, bremañ ya, med ganet ba Plourac'h

Ya, med…

– Brezhoneg Plourac'h é

Ya, ah ya…

I dad vije 'tiskiñ kanowennou da… Pass i dad ! I vreur Louï !

– Ya, matresse

Louï Lallour, me oa chom 'ta ba tal, tal-kichenn ene ka(s)imant !

Ya

Ya, Louï 'n Allour… Gwech-all, 'h añw da gonto toud… Gwech-all oa ur marc'h-chervich ti ma yont(r) ha tàe an dud da gass o, ar gaseg d'ar marc'h

Ar gaseg d'ar marc'h

D'ar marc'h ! Ha vije hezh, pa bassee, vije klêt deus pell kano !

– Ah ya ?

Ya

War-gein ar gaseg ! Ya-ya ! Heñ ree kemed kano ! Beñ d'ar mar(e)-te n'eer ket da, d'o(be)r festou-nos ha traou gis-se, oa k(et) ar mod deus se c'hoazh. Ha vije 'kano, vije klêt :

« E(rr)i Louï, e(rr)i Louï 'n Allour ! »

« E(rr)i Louï 'n Allour bihen ! »

– Med kalz tud vije klêt 'e

Kano !

– C'hwitelled !

C'hwitelled ?

– Ya

Ya, ya

Med hemañ gane !

– Ya, hemañ gane

Hem(añ) na ur vouezh macheñ hardi hag passee ha vïe 'vond da gass i gaseg da (ho)vel(e)d an tach ! Pugur n'ounn ket ba pe-sort mar(e) vé, vé tro (a)r mar(e)-mañ ma'hat ! Ya-ya

Ha heñ na ur vouezh…

Oh ! Sklêr !

Sklêr !

– Ah ya ?

Ha vis(e) klêt deus pell !

Ya-ya, ahaha Louï ! Marw é ene ! N'eus ket kei(d)-so te… Be oa gwraet ur fèt ba Plourac'h 'vitañ ha d'ar mar(e)-te oa bew c'hoazh

Ya

Barzh ti Larvor. […] Oh ! Jean Lallour, Jean Lallour zo e(rr)o ur star !

– Ya, bremañ ya, gad an dañs kwa !

Ya !

– Ha na espliket din-me pe-sort mod oa ar gavotenn

Ah !

– Ya

Ah ! Te zo ba des cours neu'n 'e !

– N'é ket ! Me ma añrejistret 'naoñ un tamm 'vel a ran-me bremañ kwa !

Ah ya !

– Ha na espliket din-me pe-sort mod oa an difer's 'tre gavotenn-Kalaner ha heñi Skrigneg

Ah ya

– Ha heñi Vañch An Noan, pugur na…

N'é ket memes pas !

– Nann ha na espliket toud din-me mod-se

Gavotenn-Kalaner zo e(rr)i célèbre

Ya

Oh ! War ar journal vé ur wich an amzer

– Ga gavotenn-Kalaner vije gwraet 'e ba Skrigneg hag a vije gwraet gavotenn Vañch An Noan

Med pet(r)a ? Pe-sort difer's so neu'n ? Ma ouïes

– Oh ! N'ouzon ket !

Ah !

– Me ne, ne zañson ket, neuhe…

Ahaha ! Me ma-hun ouïon ket 'e

Me n'on ket kap da zañsal kin 'e ! Na me meus ket bet disket dañsal gwech e-bed, med deuh ha deus…

Nann, med ur pas, meus añwn so ur pas !

– Ya

N'é ket memes heñi 'vel ar gavotenn Poullaouen !

Ah ya ! Med Jean Lallour…

Gavot Poullaouen

– Ya

Gavot Poullaouen n'é ket meh-mod 'vel heñi Kalaner, ur pas so, me ma gwel(et) war, war ar journal ur wech : Jean Lallour oa 'esplikiñ, 'mout ket sañs(e)t da lak da dro(a)d meh-mod pe me ouïon ket pe-sort mod… Un dra b(e)nnaket ahe gis-se na espliket neu'n

Oh ya ! Nem…

'Benn-neu'n é red mond da wel 'naoñ ha d(a) dap des cours gantoñ !

N'omp ket gwal dañserien hañ !

– Ya, med pa té ket gwraet da-hun, sterd é delc'h choñj hañ !

Ah ya

Beo ! Gavot Poullaouen 'n-heñi oa, gavot normal

Oh ya…

– Gavot normal, ehehe !

Gavot normal, ya ! Gavotenn…

– Med kês da lar an dra-he da re-Galaner tieñ !

An heñi 'vel vé gwraet a vé gwraet, vé kemed lampad ha dilampad ha… Set' machinet é 'è 'vel a zo, 'vel a zo ur lamp

Ya, med n'on ket bet tueed, gwal re dueed da zañsal gavot

– Me meus ket gwraet 'e

Blam bet(r)a 'h añw d'o(be)r des cours ? Med boñ-boñ… Ma ! Diskourajet on

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog