Salud dec'h,
Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kolloreg gad ur gwas hag e wreg ene. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h
- Ch. Fer
Ar wreg
Ar gwas
Oh ! Hi gwas so marw trist walc'h 'e… Ha heñ oa aet-roud 'e da Blonee 'e
(E)n-om zistrujañ na gwraet heñw 'e gast !
Ya
– Ah ya…
Eürusamant neus skrivet un nebeud pochou dèi war an daol ene, (e)vid pe-sort rêson oa-ñw aet, oa-ñw aet d'o(be)r ar pezh nôa gwraet kwa !
Oa-ñw aet… Pugur na kempenn(e)t ar stêr ! Ar feunteun !
Ar feunteun !
Ha gwraet ur lizher dèi
Ha gwraet ur lizher ha goud(e)-se kuit…
Hag a hei na drailhet i bara dèoñ d'o(be)r boued kaf(e)
Ha goud(e)-se evid, kuit dèoñ da 'n-om zibatañ ba'r feunteun
Oyow !
Pugur neus stag(et) i zoworn dreñw, dreñw i gein
Ha lak(et) ur fissellenn, laket ar fissellenn a-raog ha laket na…
Hag gwraet ur skloum 'zigantoñ da basseal i zorn-all barzh kwa !
I zorn-all barzh
Kuit da, kuit dèoñ da zifrekañ barzh da zond maes en-dro
Ha eürusamant na gwraet ar lizher !
Ya
Oh !
Kar pan(ve)-se den e-bed nïe bet joñj lar nïe bet gwraet an dra-he i-hun heñ !
– Mod-ell vis(e) bet laret lar un'-ell na laket 'naoñ barzh
Ya ! Ah beñ ya !
Ah ya !
Beñ ya, kar den e-bed, panver nôa skrivet, eh beñ vïe bet soupsonet sur ! Eh beñ (???) vïe gwraet
Oh ya gast 'ha ! Piw nïe choñj ba'n dra-he…
Kar nïe ket bet gall(e)t 'h o(be)r an dra-he i-hun (a)nèoñ kwa !
Nïe ket bet gall(e)t 'h o(be)r an dra-he i-hun kwa !
Ah yeo !
Ha heñw oa préss warn'èoñ deuh ar mintin, pugur na laket kaoutchou d'i wreg, (e)vid tach anê deuh ar raog hag an heñi d'an ti-all glee (a)nèoñ…
Nann, kaoutchou neuhe oa ba'n dan n'é ket tachou !
Nann, kaoutchou ya
Lak(e)t kaoutchou, lak(e)t kaoutchou dèi
Lak(e)t kaoutchou dèi dan, dan hi boutou hag hei, houmañ neu'n glee anèoñ skouiñ, oh nondedïe !
Ya, an heñi-all oa kerr(o)c'h !
Ya, an heñi-all, beñ
« Ga petra ar hast an-heñi him(añ) (e)ma 'his-se skoiñ, ale me zo (é) hond da wel ! » Lar
Pé oa aet da wel, med hezh oa klañw ga houmañ blam houmañ oa aet di, pugur heñ oa préss war'nèoñ
« Damait heñ zo un'-all d'ar gêr ha no ket gwraet (ne)med stag(añ) digenin »
« Boñ, oh gast ! Ha petra rah ?! » Lar-hei dèoñ mod-se
« Oh lak un tamm kaoutchou » lar-heñw ar mod-se, « ba mé, dan da Marianne » lar-hei, « ba-dan hi boutou » lar « us eint ! » Lar
Boñ, reñk(et) hi boutou dèi ha lak(e)t hi boutou dèi ene goud(e)-se. Ha pé oa deut an intron d'ar gêr e-se, ar geniter d'ar gêr
« Gast ! » lar-hei
Hei wele ar bolenn ba'r penn-all :
« Oh gast ! » Lar-hei, « med ar bara zo barzh papred ! » Lar-hei, « neus ket deb(et) i voued (a)nèoñ ! » Lar
Pugur hei neus laket ar bara dèoñ, drailhet (a)nèoñ dèoñ ene ha heñw lake kafe war'nèoñ 'houdevezh kwa ! Hei d'ar gampr, pé é e(rr)i ba'r gampr, hei troñchenniñ i liñser da wel (ha)g-hañw oa tomm !
Oa'ñw ket bet ba i wele
Oa'ñw ket bet ba i wele 'e. « Apala ! » Lar-hei, oa ket mad an traou ! Boñ, pé é e(rr)i en-dro da wel (a)darr(e), tram i bolenn
« Ma lesk an traou meus ket gwelet ardremmes dé, p(e)tram pet(r)a neus gwraet gantoñ » lar
Pé é aet da wel wele ur lizher war penn an daol
Ah ya, neu'n na ka(v)et ur lizher 'e…
War penn an daol honn(e)zh na gwraet, pugur amañ 'gi-mañ oa un, oa ar speuradenn da zond ha d'hond maes deuh an ti kwa ! An nor oa ba ma gost(e) ene mod-se. Ha pé na lennet (a)nèoñ… Oy !!! « Je suis pas loin… »
« Je ne suis pas loin »
« Je suis pas loin » lar-heñw dèi ar mod-se « vous allez me trouver » et puis…
– Ouf !
Holalalalalala ! Ha set' oa'ñw skrivañ… Eh ! An dra-he ra da riw un dèn toud kwa !
A ra un efed kwa !
Un efed, nann ur efed a ra, med deuh an dra-he ra, ra yin !
Ur spont ! Ur spont
Ur spont, ur spont d'un dèn…
Ur spont (e)vel zo gwraet doc'h damaït pé oas aet skôet dreñw an nor ba-dreñw ahe
Ha me ma, pé ma skôet war an nor ?
Boumm !
– Lammet meus !
Ya
Peus ket ?!
Ur lamp ba ho rèr, yeo vad ! Ur lamp ba ho rèr aha !
Ya ?
« Da b(e)lec'h (e)ma'i é hond ? » Ma laret, chom a rey ahe
Oy ! Set' oa gel(ve)t ar fliked, re Kastellin, les chiens policiers oa deut 'e 'benn kaoud (a)nèoñ, med…
Joñjent ket kaoud (a)nèoñ ba'r feunteun 'e
Joñje-hègn ket ! Pugur oagn bet partoud klass 'nèoñ med-seped ene ! Set' un' m(e)nnaket na laret :
« Med, bi oc'h bet bek(e)d ar feunteun 'e ? » Lar…
Oh nondedïe ! Ha ene oa'ñw ! War i ginou barzh ar mod-se
Ya-ya…
Dans sa bouche…
An dra-he so kaos na stag(et) i zoworn !
– Ya-ya
Kuit dèoñ da grogo ba'n treou !
Ça c'est quelque chose hein ! Hag heñw ouïe 'h o(be)r (???), pugur heñw oa sañset d'ond da…
Da Rennes
Da Rennes, heñ oa, n'ounn ket le cœur pe petra na-heñw, (?????) na dour ba l'estomac hag faote ket dèoñ mond
Ah nann
« Ha 'n ur mod e-bed ! » Lare dèi, « da Rennes 'h in ket ! » Na laret
Nann ha goude-se oa'ñw aet pelloc'h 'vid Rennes (ha)g (e-)se…
– Pe tostoc'h…
Heñ oa kerc'het ! Pugur oa o chom, pugur oa o chom ba Landelo !
Ya 'ha, med…
Beñ ! Ur c'houseñ din-m(e) ha' na gwraet ar mod-se 'e ba tre kichenn ahe, beñ aneet ar ble on ganet
– Ah ya ha oa aet ba'r veunteun 'è ?
Ah n'é ket !
N'é ket ! Heñ oa ga'r gordenn…
Ah non ! Ha heñ oa sañset d'ond da Rennes 'e, pugur heñ nôa ur boan 'e
Ur boan ba i benn !
Ba i benn, n'ounn ket pet(r)a na-heñw… Ha heñ na bet gwraet ga'r gordenn kwa !
– Et on dit : « Hezh oa aet ba'r gordenn » ?
Ya, ya ! Nondedïe ha 'n-ur dap anèoñ, oa diskrog ar boentenn merkledet !
Ya
An dra-he zo terr(u)pl, pugur oa laket doc'h mond If hañ !
Ha p(é) oa aet ar re-gêr da glass (a)nèoñ oa aet ar re-he partoud, nagn passeet dow 'è nagn ket gwel(e)t 'nê, un' neus sellet ba un… Heñ oa un tamm ti kozh powr ba'r penn, tïer kozh oaint o-dow gast heñ ! An heñi bihen oa ba'r penn
Med heñw na laret a-raog lar nïe gwraet !
Ha deus an heñi bihen 'h eer ba'n heñi bras. Hag ar re-he pé oagn aet ba toull an nor nagn ket sell(e)t (ne)med ba'n tu-klei ! Oh gast ! Negn ket gwelet 'nèoñ, boñ hègn 'tond-kuit en-dro… Merde laren, deut da choñj din :
« Med merde ! Med ene nagn ket sell(e)t (ne)med ba un tu »
Nagn ket sell(e)t ba'n tu-dihou ! Ha hègn en-dro, pé oagn aet oa-ñw ene
– Ha tud ar mod-se, tud ha' ra se zo tud pe-sort mod ?
Eh bien c'ui-là était, c'ui-là était croyant ! Il était tout bien hein !
Eh ya, an dra-he…
Mais seulement il avait un mal
– Med pet(r)a zigouee, pet(r)a di… Digoueet zo traou gante, pet(r)a…
Rent(e)t !
Ah ya, sur !
– 'Maint ket mad ba o benn kin…
Oagn ket mad ba o venn, sur ! Pugur…
Pour alors…
Ha soufrañ reier ga'r boan kwa ! Machinet kwa ga'n dra-he, skuizh war an douar kwa !
Skuizh war an douar
– Skuizh war an douar, ar mod-se vé laret ?
Skuizh war an douar
Ya, mod-se vé laret : Aet-skuizh war douar
Ya, skuizh war an douar
Ya ha bi zo kalz bremañ ha' ra ! Wei yow !
Hola ! Holala !