Klask komjennou ba'r blog

27/09/2016

Revolussïon Ar Balp

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-R. barzh Kergloff. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Donc ha ba Kergloff meus joñj lar ar person-mañ na boutailhadou papred pastis ba, ba i di ha larè domp :

« Deus dé ev(o) ur bann'h »

Heñ ! Set' ar mo(d)-s(e) oa, oa partiet, matre'n oa ur rêson-ell heñ ! Med…

– Ya, ah ya, bombocher oa-hañw

Bombocher oa ket, med bet oa-ñw bet kustum ga'r mortoloded pé heñw oa bet person divêd, raog oa bet person oa bet pesketer, pesketer à la langouste. Ha wechou zigassè langoustes domp, domp dé zibiñ, ar re oa skuizh un tamm kwa !

– Ha mad oa ar « langoustes » ?

Oh ya, (???) ! Ya-ya. Med d'ar mar(e)-t(e) ba, meus bet gwel(e)t menuiou deuh an eureujou kwa heñ ! Hag a ba kalz eureujou oa langoustes dé zibiñ heñ ! Pa, pass, oh ! Un' 'tre dow, med tammou langoustes vis(e) dé zibiñ ba kalz eureujou heñ ! Oa ket kér matre'n 'e. Boñ brom(añ) n'eus ket kin pesketerien langoustes, ba Camaret n'eus mann e-bed kin heñ ! Fortifications Vauban ha traou ar mo(d)-s(e), med n'onn ket dig-heñw zo ur musée deuh ar langouste, n'é ket sur heñ ! Premier port langoustier deus 'n Europ

– Ah bon ?

Oa bet Camaret

– Ah ya ! Studïet meus an dra-he un tamm bihen ba'r « faculté » just a-walc'h

Ya, deus ar re-se n'eus mann e-bed kin !

– Nann

Nann. Gwel(e)t peus ar chapel, matre'n oc'h, ba Camaret oc'h bet ?

– N'on ket bet ba Camaret

Ah nann ? Bon n'out ket bet. Fortifications de Vauban hag ar chapel, troc'het ar c'hloc'h, taol(e)t ar c'hloc'h dé vale ga'n Anglijen, oagn 'klass dibarkañ ba Camaret, nagn ket gall(e)t o(be)r. Pet(r)a oa digouêt war-lerc'h ar revolussïon Ar Balp ? Ar Balp oa deus Kergloff

– Ya

En(e) oa bet despun(et) an dud, bet oa bet tud krouget, oa, oa ket koat walc'h dé grougañ 'n dud ! Lod oa kass(e)t d'ar prison, d'ar galères en(e) pe d'ar prison ba Brest

– Ya

Ha pé na goull(et) 'n Anglijen, pé oa 'n Anglijen 'klass dibarkañ ba Camaret, oa tenn(et) 'n dud maes deuh ar prison. 'N dud oa aet deus 'r c'hanton, deus kanton Kareis amañ, ba'r prison, negn digass(et) (a)nê dé 'h ampech an Anglijen, nagn ket gall(et) debarkañ gwech e-bed ! Troc'het neugn ar c'hloc'h, med ah(e) (e)ma toud ! Gwel a res ? Ar chapel 'tal la Tour Vauban

– Interessant é ! Ya

(???)

– Ya

Ya. Am(añ) oa, Ar Balp oa deus Kergloff, gan(e)t ba Kergloff ha am(añ) oa bet, ba Magoarem oa'ñw bet 'chom. Hag e, un notaire oa'ñw, notaire royal ha na, oa 'chom ba Magoarem ha'n ti zo papred heñ ! Un tamm deus an ti lec'h oa'ñw bet ha un ti-ell oa'ñw bet 'chom ba Garsangroas c'hoazh, hezh so, (e)ma hond dé goueo brom(añ). Hag e, ba'n Tymeur oa bet lahet ba, ba'r manoir deus an Tymeur, ar chato d'ar mar(e)-t(e) kwa ! A zo papred e-saw heñ ! Lec'h oa bet lahet Ar Balp

– Pé oan bihen, ma c'hoa(r)iet ba ur piess-teatr 'ziwar-benn i vuhe

Ah ya ? Ah boñ ?

– Ya

Bet on bet 'wel ba Kareis, ar piess. Matre'n oa ba Karais neu'n ?

– Oh, oa ket !

Ah nann

– Ba Kergloff oa. Pé oa…

Ah ya ! Ya-ya-ya, med bet oan bet 'wel 'è pé oa inoguret ar sal

– Ya

Ah ya

– Ya-ya, ah(e) oan-m(e)

Med ba Karais oan

– Karais oa (a-)eneb ar ravolt heñ ! Ar soudarded na reprimet ar ravolt…

Ah ya-ya ! Bet oa bet kalz tud lahet neu'n ! N'eus ket bet lar(e)t gwech e-bed pegement, med sur oa bet krouget, pe lahet ar mod-ell, pemp mil benneket, a-peu-prè ! Oh ! Matre'n mïoc'h, med ar pezh oa bet ba'r prisoniou ha galeou, med kalz a dud hañ ! Am(añ) oa ket chom(et) tud ba'r feurmou kin heñ !

– Nann

N'onn ket pe-sort mod nagn gwraet heñ ? Ur massakr oa bet ene

– Ya

Ha n'eus ket bet gouïet pegement a dud kwa ! Med Ar Balp na memestra, bi zo ur park ba Kergloff ha vé gwraet « Prad Ar Balp » deusoutoñ papred, lec'h na gwraet an armïou. Digass(et) an dud deus euh, tregont mil oa ! Med nagn ket armïou med, med ur vusul menneket oa, med pass, oa kemed valc'h, des valc'h, valc'h ha trañchou ha tros ha ur vazh benneket kwa !

– Ya, 'vel pad ar Revolussïon kwa !

Ya-ya

– Ar Chouaned

Ya. Ha oa, Ar Balp oa aet blam, blam i batroñ oa-ñw bet lahet ha oa-ñw aet da goll, 'klass kaoud un' menneg dé gomand(añ) an arme. Ba, ba'n Tymeur oa un', am(añ) oa en disgrâce un' ha oa un dèn, ur penn-bras deus an arme. Med na ket goull(et) dond kwa ! Ha na passêt un arme ba, un épée kwa, ba-dreus Ar Balp, seto oa-hañw marw-mig toud

– Ah ya, ar c'hont ! Pe-sort hano na, na-hañw, ar c'hont ? Ur c'hont oa-hañw, med meus ket joñj deus i hano kin.

Ya-ya, (???), med goulskoud(e) ouïèn mad-tre !

26/09/2016

Me zo 'hond da ridañ ga'r riw

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm



An dra-he heus ket bet klêet Yvette ?

Pet(r)a é « ridañ » ?

Beñ daon ! Ridañ ga'r riw : Krenañ kwa !

Krenañ ?

Ridañ, aha ! An dra-he oa ur gomz hag a vije klêet, oh ! Ped kwech meus ket klêet an dra-he : « Oh ! Yin-du é ! Prest é an nen da ridañ ga'r riw ! »

Ah !

– Ahaha !

Sell ! Gwel a res ? Sell !

– Opala ! Oyow !

Oyow !

– Biskoazh kemend-all… Labouret peus !

Bisk[oazh]… Beb teue da joñj diñ

– Ya

Eh ! Ha deuh an doñs, pudur ba ma gwele vé hemañ tal ma c'hichenn, a-greis-toud teu da joñj diñ deuh ur gomz pe deuh un dra mennaket, ale ! Hag goullet meus diga Suzanne blam da wel 'hañw vij(e) kemeton a-gement a ouïe

Ah ! Goullet peus…

Goullet meus ga Suzanne ha-hañw a ouïe pet(r)a oa ha pa neus laret diñ galleg kwa heñ ! Mad é joñjen, mad é !

– Sur é kwa !

Sur é, oh ! Med te oar kalz deuh ar c'homjennou-se sur a-walc'h !

– Oh matress(e), michañs

Heñ ?

– Gwele(t) vo

An dra-he vije kaoud, be ridet ga'r riw kwa ! On a la chair de poule pa vé ridet ga'r riw

– « Riwidig » vé laret amañ ?

Ya ! Riwidig, il est frileux

– Ya, « frileux » ya, ur paotr riwidig


Ben voilà ! An dra-he zo riwidig, frileux. Ha c'hwi peut ket, peut ket riw ahe ?

Nann

Nann ?

Mad-tre

Kar n'é ket re domm er-maes heñ !

Nann-nann, na ba'n tïer c'hoazh

Na ba'h an tïer 'è

É gwashoc'h choazh

É gwashoc'h c'hoazh, se zo kaos me ra ur bann'h tan, an dra-he ra…

– Laket neus ur machin da zizour an ti

Ya, ur machin elektrik meus, oh ! Ar mod-all n'eus ket moaien da bad…

Ah ya… Ha Yvette zo bet 'kerc'hed an di-all, 'klask, on bet assames gati

Ah ya ?

Ya hag a lare diñ…

Ha dispugn a ra dour hañ !

Ya ! Ah ya !

Ya-ya

Lar ra ha lar diñ é dâ gati 'boea neus laket 'naoñ

Ya, med cheñch a ra duzhtu hañ !

Med lar a ree se diñ

Ya

Hag omp bet é kerc'hed un' ba Magasin Vert Plougoun ahe his-se… Oh ! Med bet neus ur sakre hi(n)i 'ha an taol-mañ, dow-chant, dow-c'hant

Ya

200… Ah ya ! Ha da… Kap omp bet da-beked dowzeg lit(r)ad

Dowzeg litrad ?

Ya

– Ah ya ? Oh ya ! Da heñi ra ket…

Ma heñi zo un' bihen, ya

Med añfin…

Ha' zo bet rôet din hañ ! N'é ket me meus prenet 'naoñ

'Vel lare pa né bet dow lit(r)ad a-peu-prè ba'h un devezh, n'é ket fall deja !

Ya, nann tomm é din hañ !

Hag a lar a wel an difer's hañ !

– Ya-ya-ya, ya-ya-ya, dizourañ ra mad

Ya

Implij a ra kalz elektrissite ? An dra-he 'e

N'ounn ket 'ha !

Kar ba'n dra-he oan choñjal, med…

N'on ket 'vid lar(ed) dit

Nann, neus ket laret dit ?

N'eus ket laret diñ, oh ! Glefe ket o(be)r !

Nann ?

– Normalamant

Oh non !

'Vel un ampoul ? Matresse…

Oh ya ! Glefe ket o(be)r ! Pass kalz elektrissite

24/09/2016

Louet ha heuget ga tud 'flabotiñ ha' n'ouzont na be na ba

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm



« Mé vé louet ganec'h, me vé louet ganec'h » metram « me vé louet ga… » en parlant d'une autre personne, « me vé louet gad hoñzh »

– Inouet é ?

Louet !

– Med ya, med memes-mod 'vel « inouet » é ?

Un peu, oui : « Je m'ennuie avec elle » quoi hein ! Avec, je m'ennuie avec elle, avec ce qu'elle dit

Ya

Louet a vên o chilou 'nèi

Chilow 'nèi, ya

Ya

– Ya-ya, louet ha inouet kwa ! Memes-mod kwa…

Ouais, « inouet » c'est… Ouais, attends ! « Inouet » c'est

Nann, an heñi a gav hir an amzer

Ya ! An (hi)ni gav hir… Heñ gav… C'est un peu les mêmes expressions, mais « louet » ben, fff…

– Torr-rèr kwa 'zphenn


Chilow, chilow un' ha' n'é ket interessant

Ya

– Ya

Ha 'n-om ga(v)es…

Ouh ! War 'benn (ar) fin a'h ees-skuizh

Daon ya ! 'Benn, heuget 'n-om ga(v)es vês ket bet pell

Ya, heuget ya

Heñ ?

– Ya

Heuget vês… Ahaha ! Mond a ra da varch ? Oh bon !

« Dihan da flabotiñ ahe bremañ ! Dihan da flabotiñ »

– Da flabotiñ ?

Ya

– N'é ket…

Goûd a houz(e)s pet(r)a é « flabotiñ » ? « Hezh a flabot » pe « hoñzh a flabot »

– Da blapañ kwa !

Da flapiñ kwa !

– Ya

Ya, med amañ vije laret 'e : « Oh ! Hezh so flaboter ! »

– Flaboter

Qui n'arrête pas de parler : Pababababababa ! Comme une…

Ne zihan ket he ginou d'ond

Ya, ehe ! Hoñzh zo 'velt ur vil(in) ! Ah !

– Ya, med pet(r)a lares-te ? Ur vil(in)-gafe ?

Ur… Vel(in)-gafe, ya… Ya ! Ur vel(in)-gafe

Ya !

Ur vel(in)-gafe…

Ah ! Holalalala ! Ha goûd a houz(e)s pet(r)a é ur pil-ginou ?

– Beñ memes-mod ?

Meh-mod ya, eh !

– Med an dra-he ma gouïet ganes !

Une bavarde soûlante même !

« Oh ! Hezh so ur ginoweg, hezh a oar na be na ba ! » An dra-he vije laret, « oh ! Hezh so ur ginoweg, heñ oar na be na ba ! » Ce qui veut dire : Gros bêta, qui sait pas grand-chose quoi !

– Ya-ya-ya-ya


Heñ ? Metramant klaboussenniñ 'è 'n-ur gaoseal, an dra-he sinifi lar vorz-pet(r)a !

– Klabousser

Ur glabousser

– Ah ya, ur glabousser, ya

Heñ ? Hezh so ur c'hlabousser

– Ya

Ha' lar

– Kontañ forz-pet(r)a

Vorz-pet(r)a kwa ! Pezh teu ba i benn kwa !

– Ya, n'é ket pil-ginou, med…

Oh, med nann-nann-nann ! Pil-ginou zo heb dihan !

– Heb dihan, ya

Ya, tandis qu'ur c'hlabousser a lar vorz-pet(r)a

– Med pass heb dihan kwa !

Med pass heb dihan, ah ! Ne vênt ket dalc'hmad tre meh-mod hañ !

– Nann-nann-nann

21/09/2016

Laket vise ar sponter-brini ba-kreis ar park

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-A. deus Karais. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pet(r)a oa an tamm sac'h dé had(añ) an ed ? Pet(r)a vis(e) gwraet deuhoutoñ e brezhoneg ?

Dé had(añ) 'n ed ? Lod vis(e) ur c'hilhorn gante

– Ah ya !

Ur c'hilhorn, dapègn ur c'hilhorn hag a hadañ 'nê deus an dow du ar mo(d)-s(e)

– Ya, wa'r boemou ?

Wa'r boem, ya ha vise kasset ha vise vres(et) ar re-s(e) ga'r c'heseg war-lerc'h neu'n. Hag an ed vis(e) braw 'tiwan 'è

– Pet(r)a peus lar(e)t ? Pet(r)a vis(e) gwraet ga'r c'herseg ?

Ya ha pé vis(e) hade(t)-heñw vis(e) vreset ga'r vres

– Ah ya ! N'ounn ket just pet(r)a é an dra-he

Une herse

– Ah « une herse », ya. Kompren(e)t meus brem(añ) ha pe-sort mod laret e brezhoneg ?


Ar vres vise gwraet deus an dra-h(e)

– Ya

Ar vres oa, oa ur vres skañw 'vid, 'vid dow jô heñ ! Hag a vise, 'n-heñi vis(e) 'had(añ) a hadè, wechou vis(e) laket dow da hadañ blam an dow, dow, pé vise had(et) 'n ed neu'n 'ta ! Pé vise hade(t), vis(e) dow 'hadañ hag an heñi-ell vise ga'r c'heseg 'fresañ neu'n 'ha ! Ha c'hoazh vis(e) braw an ed 'tiwan heñ !

– Ah ya

Ya

– Pe-sort mod oa ?

Oh ! An ed ziwanè mad heñ ! Vïent ket re don ha don walc'h vïent memestra

– Ha penvar(e) oa ? Ba pe-sort mis ?

Ah ! Hag an dra-s(e) vis(e) ba oct[obre], fin octobre, raog voar gal(a)-goañw vis(e) gwraet deus an dra-h(e)

– Ya

'Benn voar gal(a)-goañw vis(e) hadet 'n ed. Wechou da beke(d)… Oh ! Lod, lod memes vise divé 'hadañ memes, med ar re-s(e) ziwanè toud heñ ! Ar re-s(e) ziwanè mad, ar re-h(e) vïent ket blesset tamm (e-)bed 'nê-gn, 'n ed 'è hag ar wentéres 'è, an dra-s(e) ree ket dê-gn tor e-bed dê heñ !

– Ya, med daw oa 'h ampèch an tridigou da zond war, war ar gwinizh

Ya, oh ! Med laket vis(e) traou, laket vis(e) traou da spontañ (a)nê : Sponter-brini

– Ya, sponter-brini vis(e) lar(e)t

Ya ha vise, pis(e) plantet perchennou-koat ba-kreis ar park ha gwraet form un dèn

– Ya

Ba-tal ar… Blam da hars ar brini da zond da ziskrap(añ) an ed pet(r)a ! Ya

– Ar brini hag an tridigou matre'n

An tridigou, ya

– Ah ya !

Med d'ar mar(e)-s(e) oa ket tridigou 'vel zo brem(añ) heñ !

– Ah bon ? Blam 'bet(r)a ?

Ar re-s(e) tà deus ar broiou-ell heñ !

– Ya ha matre'n vis(e) chassêt mïoc'h d'ar mar(e)-s(e)

Ya, med… Oh ! Wichou vis(e) sterd walc'h hars (a)nê da zond heñ !

– Ya

Ar brini. Me meus bet joñj klêd an dud 'lar(e)d :

« Oh ! Me meus gwinizh ba du-m(añ) ha n'eus, (e)mon ket 'vid hars ar brini d'ond warne »

Ha vis(e) red dê lak(ad) 'è, lak(ad) un tok ha laka(d) 'vel ur chupenn daoñ ha lak(ad) ur vazh ba-kreis ar park ha lak(ad) an dra-se peu-prè hanter-kant metr 'n eil deus egil(e) blam da hars anê da zond. Med ur wech, ur wech vis(e) gall(et) hars anê da zond pé vise ed pi(he)n lak(et), pe da, delc'h galle ar gwinizh taped gwrïou

– Ya

Neu'n e vis(e) sovet an ed memestra paotr !

– Ya

Ya

19/09/2016

Talfassiñ, bitrakou, reiñ bronn d'ar bal ha mond d'inderviñ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ha' ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm



Laret meus dit dond amañ venoñs, pegur oan vak, parce que j'étais libre

– « Libre », ya

Bon, pet(r)a é ar gomz kentañ a ma laket amañ hi-mañ, brem(añ) mond a rañw da nommiñ 'nê dit da wel ?

– Ya-ya, ya-ya

« Hezh, hezh a neus talfasset traou p(a) é bet ahe ! »

– Ya

Talfassiñ

– Ya

Ça veut dire : Fabriquer grossièrement, c'est un bricoleur pas très doué quoi !

Ha « bitrakou » houzes pet(r)a é 'è, kara ?

– Ya

Bitrakou, des gadgets, des babioles…

– Oa ket magajinou-bitrakou mod-se ?

Eo !

– Eo ?

Daon ! Pepred so ba… Kaoud a ra diñ oa un' barzh Kerais, bitrakou

Ha « bistrakou » n'é ket memes-mod ?

Mem… Eo !

Yeo ?

Lod lar « bistrakou » ha…

Ya

Med amañ vije laret « bitrakou »

Ya

– Pet(r)a vé gwraet deus ar vagajin ? Ar vagajin-bistrakou ? Pe bitrakou ?

Daon 'ha ! Ar vagajin-vitrakou, bitrakou ya !

– Ya

Ha pet(r)a é… ?

Deus ar re-he zo kalz…

… « Reiñ bronn d'ar bal » ?

– Ehehe, ya

Goûd a houz(e)s pet(r)a é ?

– Pass labourad kalz ?

Beñ ya !

– Ya

Pa vije goull(e)t digad un' b(e)rraked gwich-all, pa vije bet o 'h o(be)r e gomissionou vije goull(e)t digantoñ :

« Bon ! Pet(r)a heus klêt ha gwel(e)t ? »

« Oh daon 'ha ! » Lar-hemañ, « gwel(e)t a meus » a lar « ar c'hantonier reiñ bronn d'ar bal ! »

Heñ ? Kar ar c'hantonierien gwich-all, houzoh walc'h, na brud hag oagn ket ru war ar labour ! Vije laret, houzoh walc'h, oagn ket ru war ar labour. Ha vije alïes 'è, alïessoc'h en o saw 'vid pleget, sete ha reiñ bronn hag a vije ar bal gate tost d'o estomog ahe his-se, 'n o saw… Se zo kaos vije laret : « Gwel(e)t a meus ar c'hantonier reiñ bronn d'ar bal ! »

– Ah ! Blam a se vije laret, ya !

Heñ ?

– Ya-ya-ya

Roiñ bronn d'ar bal, ya

P(a) vé un' à houll : Pe-lec'h ema, é aet ma z[ad], ma mamm ?

Hag a un' a responto daoñ : Aet é da inderviñ !

Ba'h mis-mae, mis-mae 'h a ar wreg hag ar vugale, mis-even 'h a ar mestr hag ar mevel d'inderviñ

16/09/2016

Dared, an dra-se oa un espess harne-mor

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h


– Ha, memes-mod, izhpenn ur sort glaw zo. Vich(e) ket hanoiou spessial : ar glaw, ar gwlizh ?

Oh yao, oh yao, oh yao ! Ar gwlizh oa ya, ar gwlizh oa fof !

– Pet(r)a sinifiv gwlizh doc'h ?

Ya, pe-sort mod larè-hè doc'h an dra-s(e) ? Dour, glaw, glaw, glaw ? Wechou larè-hè « ar c'helien staot ». Med deus ar gwlizh, doc'h an dra-s(e) kontuni ree-hè « amzer brein »

– Amzer brein

Ar pezh so bet pad diw su'n(v)ezh ahe gis-s(e) kwa heñ !

– Ya

An dra-s(e) oa ba'r mar(e)-m(añ) deus ar bla, ba début juillet, amzer brein ar mo(d)-s(e) oa mortel 'vid, 'vi(d) ar patates ha traou ar mo(d)-s(e). An dra-s(e) zigassè kleñvejou ha mildiou war'nê, hag e fcht ! Dorchè toud ar…

– Ya, torpilhet é an tomates ba du-mañ !

Ah ya-ya ! Bah just a-walc'h hag ar re-ell 'è, mé re memes-mod 'è ha an dra-s(e) bardonè ket, boñ goud(e)-se vis(e) ar, kouajou-glaw neu'n pé vis(e) ba mis-meurzh, kouajou-grijil ha glaw !

– Grijil

An dra-s(e) oa, avelach(ou) ree-hè doc'h an dra-se ha kouajou-grijil. (???) ar Gwern ree doc'houtoñ un toull-(?yudus?) deus, pé tàè 'n a(v)el deus an nord-ouest ahe gis-s(e) ga yin ha glaw, erc'h wechou ba… Ba-am(añ) vich(e) ket keme(nt)-s(e) erc'h, med d'ar mareou-se memestra heñ ! Erc'h, med dour-erc'h kwa ma peus c'hoant, yin.

– Ya

Dour-erc'h

– Ha bi zo ur plak ba-foñs chumun(al)

Ya

– Ha vis(e) ket lar(e)t lar pé oa ar plak 'steredenniñ, vis(e) sin amzer rust ? An dra-he oa sin amzer rust

Ya. D'ar mar(e)-s(e) vise gwraet bien sûr 'vid… Toud vis(e) gwraet wa'n tan ba'r chumin(al) kwa heñ !

– Ya

Toud ar boued vis(e) gwraet hag e, memes d'ar lon(ed) vis(e) tommet traou dê wa'n tan 'è, seto 'n-om organisè-hè. Hag e, an hu(i)l ba'r chumin(al), ma tàè c'hwezh-hu(i)l ba'r, ba'r chumin(al), deus ar chumin(al) ba'n ti, hallè doc'h lar(e)d lar oa sin-glaw duzhtu

– C'hwezh-hu(i)l ?

Ya, ya hag ar plak neu'n, sert(e)namant, ma vis(e) sin-glaw weler war'nèi 'vel, 'vel un espess rouille 'tond deuhouti ha umid, an dra-s(e) oa sin-glaw. Ha lec'h ma (e)ma, 'vel laret, ma flambè, ma vis(e) tan hag a ree tik-tik, eteñsellou bihen, an dra-s(e) oa sin amzer sec'h kwa heñ !

– Pet(r)a vis(e) gwraet doc'h « les étincelles » e brezhoneg ?

Étincelles ? Oh, steredennou é !

– Steredennou

Ya, o(be)r ra-heñw, o(be)r ray steredennou, ya, des petites étoiles kwa heñ !

– Ya, vis(e) ket lar(e)t vulaj pe…

Nann, meus ket bet…

– Pe fulennou ?

Matre'n, med me meus ket bet, nann, nann. Strink(añ) a ra steredennou deus ar, deus an oal(ed) pet(r)am doc'h an tan. Doc'h an tan ouïè-hè pe-sort mod vis(e)…

– Ya, an amzer

Ma flambè mad, larègn : « Gast ! Ma'hat (e)ma 'n a(v)el d'an nec'h, kar chech(añ) a ra ar chumin(al). Ma'hat 'o yin, petram amzer braw »

– Ya

Ha ma jomè dé vejetañ e beñ, dé machin : « Oh, doc'h a b(e)-lec'h tà an a(v)el hiro ? (E)moump 'hond ba'r glaw (a)darre » Bah ya, bah voilà !

– Hag e, ar boultrenn tà deus an tan just a-walc'h, ar boultrenn

Ar ludou ?

– Ya, peus ket klêt ulwenn pe ulmenn

Nann, an dra-s(e) nann-nann

– Hulmenn ?

Hu(i)l, hu(i)l oa, an hu(i)l ba'r chumin(al)

– Ya, an hu(i)l, ya

Ar suie, de la suie

– Ya-ya


An dra-s(e) vise gwraet doc'h hu(i)l, hu(i)l zo ba'r chimin(al)

– Hu'l zo ba'r chumin(al)

« Ha poent é din lared d'ar ramonêr d'ond, kar hu(i)l zo ba'r chumin(al). 'Benn ar fin 'h ey an tan barzh » vis(e) lar(e)t. Ped kwech n'ey ke(t a)n tan ba'r chumin(al) kwa heñ ! Daoust oa-hè bras ar chimin(al)ou gwech-ell kwa heñ !

– Ya

Ma vich(e) ket skarzh(et) beb dow la pe bep tri bla, eh beñ sur pis(e) tan ba'r chumin(al), ya.

– Ah ya, ah ya-ya, dañjerus é !

Ah beñ ya, beñ ya !

– Beñ ya

Ha goud(e)-se ar ludou ba'n tan neu'n, hezh vis(e) skarzhet bemd(e) heñ ! Ha vis(e) chet(et) ba ur bern amañ, kontunu vise, vise chet(et)-hè war, ba'r, war ur prad, ba'r prad ba-lec'h vis(e) humidité ha br(o)en, du jonc kwa heñ !

– Ya

An dra-s(e) dorpilhè ar br(o)en ba'r prajeier

– Br(o)en vis(e) gwraet doc'h « du jonc » e brezhoneg ?

Br(o)en le jonc

– Ya

Br(o)en, ya

– Ha hesk peus klêt ? An dra-he zo ur yeot sec'h, hesk.

Euh, yeot sec'h

– Ya

Yeot sec'h

– Un espess yeot

Nann, yeot sec'h, yeot-maout vise gwraet doc'h hezh

– Yeot-maout

Ya, hezh, med am(añ) oa ket keme(nt)-s(e) doc'h ar re-s(e) 'è ha viche ket (???), med pé vich(e) ket plous walc'h 'h ee an dud gwech-ell dé droc'h(añ) goujil ba'r min, ba'r minïou Sant-Hern ah(e) gis-s(e). Hag e, as(e) oa yeot-maout neu'n, vich(e) kemed an dra-s(e) heñ ! Yeot gwenn. Ha 'benn troc'h(añ) hezh as(e) vïe daw bi lemm heñ ! Kar troc'h(añ) hezh ar mod-ell, droc'her ket an tamm yeot-hezh heñ ! Med just a-walc'h, med ar yeot gwenn, nann. Yeot, nann. An dra-s(e) meus ket, ma ket…

– Ha, ar mod-ell, pé, pé oa harne, pet(r)a vis(e) gwraet doc'h un amzer

Un amzer-harne ?

– Ya, amzer…

Beñ, pé vis(e) gurun

– Ya

Pé vis(e) tomm ha gurun vis(e) lar(e)t : « Oh, ka(s)imant-sur (v)o harne ! Med sell pe-sort mod (e)ma, é, é gwleb ar lor-zi pe é gwleb an oal(ed) ba'r chumin(al). Sur vo harne, sur vo harne ! » Amzer-harne oa tomm ha kalz koumoun du  zigassè wechou gurun. Matre'n, med pass papred 'e, an dra-s(e) zepand, med an amzer, ma vis(e) bet tomm-mat war, pad dow pe dri deiezh, hallè doc'h lar(e)d lar (e)moump 'hond ba harne kwa heñ !

– Pé oa un dommijen kwa !

Bah ya, ma tàè re-domm ba-am(añ) ha ba lec'h-ell ba'r Frañs é memes-mod heñ !

– Un dommijenn vis(e) gwraet doc'h un amzer tomm ar mo(d)-s(e), tomm-hardi ?

Kalz, pé, kalz tommïenn pé vis(e) devejou, pé vis(e) kalz tommou, kalz tommijenn zo ar bla-mañ. Meb boñ, ma badè pell, wechou vich(e) ket, med pé vis(e) re, pé vich(e) ket re sur an amzer, ma tàè dow zeiezh tomm ha heol dé bikañ ah(e) gis-s(e) hardi, hallè doc'h lar(e)d : « Opopop ! Bado ket pell, 'h amp ba harne neb-dale » Hag e, 'n-om vankè ket-hè kalz heñ !

– Ha luved vis(e) gwel(e)t ? Luved

Oh bah ar luved, ar luved, beñ ya ! Luved, luved med deus ar luved ouiè-hè walc'h lar oa toud lar ar luved oa dañjerus kwa heñ !

– Ya

An drous oa ket kalz a dra, med ar luved ouïè-hè walc'h lar an tan oa kwa !

– Ya

Beñ ya, benn weler ar luved, beñ hè 'n-heñi é an tan heñ, n'é ket mann-ell (e-)bed. Ha goud(e)-se galkulè-hè deus ar luved neu'n ha vé gwraet papred 'è, deus an drous war-lerc'h ouiè-hè ba b(e)-lec'h oa…

– Ba b(e)-lec'h oa…

L'épicentre kwa heñ ! Ma weler ur luvedenn à fond la caisse ha djiao deuzhtu hall doc'h lared lar (e)ma-heñw ahann kwa heñ !

– Ha klêt peus lar(e)d « dared » ? « Dared » vis(e) gwraet doc'h luved neb gurun

Ya ! An dra-s(e) oa, dared, an dra-s(e) oa un espess harne-mor

– Un harne-mor

Mor, an dra-s(e) oa, an dra-s(e) tàè deus, deus, vich(e) ket trous. Med an dra-s(e) ree-hè harne, an dra-s(e) tàè deuh ar mour ha 'n-om reperkutè wa'n douar. Ha wechou weler doc'h an noñs ma 'h eer dé bourmen ga, d'o(be)r ur virée, dé wel ur c'hamar(a)d pe un dra m(e)nneg doc'h an  noñs, dre ar gwinojennou. « Gast ! Luved zo ». Ya, n'é ket !

– Dared !

Voilà ! Ha vich(e) ket trous heñ ! Ha badè matre'n, oh ! Div eur, teir eur ba'n hañw, ba'n noñs. Med vich(e) ket, vich(e) ket na glaw, na, na, na trous ha oa ket dañjerus kwa heñ !

– Doc'h kost(e) ar mour vis(e), vis(e) gwel(e)t ?

Ya, ma'hat ! Med boñ euh, wa'n douar tàè memes-mod 'è heñ ! Med doc'h an dra-se, ar harne-mour, gredon ket lar é, lar zeklañchè luved d'o(be)r trous ba'r mour 'è heñ ! Gredon ket, meus ket bet euh. 'Benn-neu'n vefe daw goull 'ziga ur marin-pêcheur benneket, med gredon ket 'è heñ ! Kar wechou ba'r, ba'r, ma 'h eet dé bord ar mour 'chom dé gousk(ed) à la belle étoile ha weli tchi-tchik. Weli luved, memes-mod 'vel weli wa'n douar 'è. Med an dra-s(e) zo des phénomènes naturels hag a 'n-om reperkut kerkoulz wa'n douar 'vel wa'r mour. Ha n'é ket dañjerus memestra. Doc'h an dra-s(e) 'n-heñi ree dared ni kwa heñ.

– Mod-ell, pet(r)a vis(e) gwraet doc'h un « insolation » ? Klêt peus an dra-he e brezhong ?

Oh nann ! Oh…

– Amañ oa ket kalz, sur !

Heol, heol tomm. Nann ree ket-hè kalz cas doc'h an dra-s(e) heñ !

– Ya

An dra-s(e) oa normal dê deus ar s[aison], 'vid ar mar(e) deus ar bla. Med ma vis(e) heol tomm dé dap(ed) taoliou-heol ba mis-meurzh, beñ larè-hè : « Oh ! An dra-mañ (e)ma ket gwal, gwal-vad, ni bêo an dra-se heñ ! »

– Ba mis-meurzh ?

Ya, un egzampl kwa heñ!

– Ya-ya

'Vid, 'vid ar re-gozh, an heol tomm oa ba mis-ewen ha mis-e(o)st kwa heñ ! An dra-s(e) oa, 'vel brem(añ) 'è

– Ya

'Vel an dud dé bord ar mor ba mis-e(o)st ha mis-ewen bah, blam vé tomm kwa heñ. Normalam(ant) !

– Ya normalam(ant)

Norm, normalam(ant) kwa !

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog