Klask komjennou ba'r blog

30/07/2016

Ar loar lonko 'han'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-A. deus Karais. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha vis(e) ket lar(e)t lar vis(e) gwel(e)t desseñ un deñn wa'r loar ?

Yeo ! Ga ur béc'h-lann

– Pe-sort mod vis(e) lar(e)t ?

Ga ur béc'h-lann ! Ur béc'h-lann gantoñ war i gein ! Ha pé seller mad deusontoñ weler 'vel un deñn 'vel me, me amañ ya, ar mo(d)-se, (e)ma'i ha pleg(et) un tamm bihen hag ur sakre béc'h-lann ganin war mé gein 'ha !

– Ya

Ya. Wechou nis(e)-heñw form ur, form ur c'harr

– Ah ya ?

Ha me meus joñj, pé oan mevel ahe, oa ur mab-pihen amañ hag a heñw larè d'i da-kozh :

« Daw é din mond da wel ar loar da wel hag-eñw ar c'harr zo, zo, zo kompled » lar-heñw

– Ya

'Vel, an dra-se na, na desseñ ur, ur

– Ur c'harr

Ya, oh 'vel ur c'harr, ya

– Ya. Ha meus ket komprenet mad ar pezh peus lar(e)t 'ziwar-benn an deñn

An deñn ?

– Ya

An dra-s(e) oa ur béc'h-lann vise gantoñ

– Ah ya. Ha na ket un hano ?

Nann

– Peus ket, peus ket klêt lar(e)d « Ar Boudedew » ?

'N-heñi bihen, 'n-heñi bihen larè amañ, larè amañ d'e da-kozh :

« Fenoñs n'eus ket karr kamm pet(r)a ! » Larè-hañw d'i da-kozh

– Ya

Ar c'harr n'egzistè ket bemd(e) heñ ! Heñ na, heñ na devejou, dre ma droiè ar loar, heñw droiè 'è. Ya, ar re-gozh, ar re-gozh na, na vertu deus ar, deus ar…

– Ar loar

Deus ar loar heñ ! Hag ar loar, med gwel walc'h ret an dud, les astronautes, ar re-s(e) lar lar ar loar zo, neus vertu, ar loar zo abitet lar-hègn ahe. Hag è, gwel a res a lar zo aet tud ba'r loar 'è !

– Ya, ya ba'r blavezh « 69 »

Kirivus walc'h é traou mo(d)-s(e) memestra lar é bet tud, gwir walc'h é memestra heñ !

– Me meus bet studïet an « astronomie » ba'n universite

Ah ya ? Ha larègn lar vis(e) tud ba'r loar 'è ?

– Ya-ya, sur !

Ya, ya

– Ha pe-sort mod oant aet… Ha mod-ell, joñj peus deus hanoiou ar steredennou ?

Oh ! Ya, joñj, joñj meus deusoute, med repetin ket (a)nè dac'h, kar meus ket, meus ket… Nann, med…

– Matre'n peus klêt ar C'hamm Kamm pe an Tri Roue ?

Ar C'harr-Kamm, ar C'harr-Kamm, hezh bihen tàè maes ha larè d'e da-kozh :

« N'eus ket Karr-Kamm fenoñs ta-kozh »

Vis(e) ket Karr-Kamm bemd(e) heñ ! Ha lod larè 'è :

« Sellit ket re deus ar loar petram ar loar a lonko 'han(o)'h »

Larègn lar pe-neus oa'i walc'h 'vid, 'vid, mar, mar chomeh fikset da sell deus ar loar oa walc'h 'vid atirañ 'han(o)h

– Ya, an dra-he oa kontennou

Ya, kontennou. An dra-s(e) meus ket, meus ket bet klêt deñn e-bed lar(e)d lar, lar neus bet gwel(e)t memestra tud, tud bid, bid harpet ga'r, ga'r loar memestra !

– Drol é an dra-he

C'hwi, c'hwi peus bet, peus bet klêt a draou mo(d)-se ?

– Gwech e-bed !

Nann. Med pet(r)a larè deus ar loar 'è ? Lod lar lar é-hi habitable !

– N'é ket ! N'eus ket aer wa'r loar

N'eus ket aer war 'r loar ?

– Nann

Ah nann. Med an de-ell, pé oa-hi parfed oan 'sell ahe, oa-hi rond ha braw ha kàer ma sell(e)d, kàer ma sell 'è, 'vel form un dra m(e)nneket oa, ree-hi, med oan ket walc'h 'vid goûd pet(r)a oa. N'é ket braw, n'é ket braw sell(e)d, sell(e)d deus keid-s(e) heñ ? Ar loar zo pell heñ ?

– Ya

C'hwi peus studïet an dra-s(e) ba l'un[iversité], ba…

– Ya

Ah ya ?

– Ar loar zo pe(va)r-c'hant mil kilometr doc'h an douar

Tri-c'hant mil ?

– Kilometr

Ha goulskoude é drol lar vije gwel(et), a vé gwel(e)t-hi 'vel, 'vel (e)ma'i 'è : Rond hag evel, 'vel form tud barzh-enni hag a… Ah me pa gou… Pé selli, delc'h da sell deusouti, an dra-s(e) a droubl ahan(o)h un tamm bihen hag e gomprenet ket… Nann, n'eus ket aer, n'é ket, n'é ket form un deñn é. Med ar c'harr-kamm ha neu'n ar, ar, ar paotr ga'r, ga'r, ga'r béc'h-lann ahe, an dra-s(e) meus bet klêt ur bern tud lar(e)d :

« Yao gast a'ha ! An dra-s(e) na un tamm, un tamm form petra 'ha ! »

25/07/2016

Sondage

EDIT du 29.07.2016

Un peu plus de 20 personnes visitent ce site après 9 ans d'existence, je pourrai sûrement concourir pour le site le moins visité du web. Le blog ne fermera pas, mais tournera au ralenti, je l'alimentais autant surtout par militantisme, je ne le ferai plus que pour le plaisir, idem pour le dictionnaire (histoire de pouvoir me consacrer à autre chose). Tout va continuer, mais au ralenti, vu l'intérêt que le blog suscite, on va dire qu'il n'y a rien qui presse. Ceux qui veulent tout de même voir le site accélérer n'auront qu'à s'impliquer et proposer leurs enregistrements et transcriptions, le site reste ouvert malgré tout. Un prochain enregistrement arrivera bientôt avec un nouveau locuteur de la part de Jean Lecoulant.

À bientôt

---------------------------
------------

Salut,

Il arrive toujours un moment où on finit par se poser la question : « À quoi sert mon travail ? Pour qui, pourquoi ? »

Ce travail étant distribué gratuitement, fait bénévolement, particulièrement chronophage et n'ayant débouché sur aucune opportunité quelle qu'elle soit, j'ai donc pensé faire ce petit sondage (ben oui, pourquoi faire tout ça si tout le monde s'en fout ?). Ceci me permettra de connaître la fréquence d'emploi de ce blog par les gens qui le consultent, tout en ayant de fait la possibilité de les comptabiliser. Si ce blog vous intéresse, veuillez répondre à ce sondage, l'avenir du blog dépendra de l'intérêt qu'il suscite

À bientôt


23/07/2016

Ma vé skeltr Steredenn ar Werc'hes

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Keden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Bi zo un difer's etre ur Roue-Pik hag ar Lakes-Pik ?

Ur Rou(e)-Pik hag ar Lakes-Pik ?

– Ya, ar steredennou

Ya, an dra-s(e) oa, an dra-s(e), ar re-gozh larè an dra-s(e) deus ar c'hartou. Pé vis(e) 'c'hoa(r)i-kartou kwa heñ ! Gwech-ell ar Roue-Pik, ar steredenn, ba, ba'n neñw, na ar form deus an, deus an desseñ war, wa'r Lakes-Pik hag ur form deus ar, deus ar Roue-Pik, med bet meus gouïet : Pé vé skeltr an amzer é, peus kemed tap(añ) ur gartenn ha weli ar machin, 'vel un, 'vel un A leun a steredennou bihen ha peus kemed tap(añ) ar c'hartou ha ga(v)i an desseñ-hezh, med daw, daw é kaoud anaoñ heñ ! Ar point de repère é la Grande Ourse, en-dro d'ar Grande Ourse so kalz blokou-steredennou ar mo(d)-s(e) ha' neus ar form deus ar, surtoud, pik kwa heñ !

– Klêt meus ganoc'h kwa : « Ar Roue-Pik » hag « ar Lakes-Pik », ar reñ-s(e) so ar memes groupamant deus steredennou ?

A-peu-prè, ya. Doc'h ar memes familh eh é kwa ! Donc memes, memes morphologie neus-hè a-peu-prè

– Bi zo ur steredenn ha' ret ar gometenn deuhouti ?

Ar gometenn ?

– Ya

Ya, an dra-se oa ar… Oh ! Ar re-gozh ree ur gometenn deus ar, une étoile filante kwa heñ !

– « Une étoile filante »

Ya, ur gometenn. Kompliked vis(e) kompren (a)nè heñ ! Ur gometenn, ya, deus ar… Ur gometenn, une étoile oa une, ur gometenn med, pé vis(e) kaoseet, vis(e) ket kaoseet kalz doc'h ar steredennou, med pé vis(e) un étoile filante kwa ! An dra-s(e) oa ur gometenn 'vi(d) ar re-gozh kwa heñ !

– Oa ket superstissionou 'ziwar-benn ar c'hometennou ?

Pass keme(nt)-s(e) nann, nann… Pass wa(r) 'r steredennou heñ ! Nann, euh war, war… Pet(r)a oa houzh… Vénus kwa ! l'Étoile du berger…

– Pet(r)a vis(e) gwraet doc'houti ?


Ar re-gozh 'n-om machinè wa'n dra-se 'vid 'n amzer

– Ya ?

'Vid 'n amzer, pé vé ar loar-ne(ve) vé ar steredenn tost dèi, Vénus, l'Étoile du berger ha houzh vis(e) tost d'ar loar. Ha pé vis(e) gwel(et) ar re-s(e) skeltr, neu'n vis(e) mad vis(e) sin, sin amzer vraw

– Vraw

Ya

– Ha peus ket joñj doc'h an hano vis(e) gwraet doc'h « Vénus » e brezhoneg ?

Steredenn, nann, Steredenn ar Werc'hes ma'hat

– Steredenn ar Werc'hes

Bet meus bet klêt an dra-s(e), med 'n-om avañson ket re, Steredenn ar Werc'hes ya.

– Voien zo doc'h hadesplik(añ) ar pezh peus displiket din-me ?

« 'Benn (ar)c'hoazh, pe an de war-lerc'h ma peus c'hoant, 'h añw da droc'h(iñ) mé gwinizh » larè mé dad, « med n'ounn ket pe-sort amzer vo ! 'Benn-berr 'h in dé wel pe-sort mod (e)ma ar steredennou ha 'wel ar loar ha gwel(e)d hag-eñw (e)ma tost Steredenn ar Werc'hes d'ar loar, kar aet omp wa'r loar-ne(ve) ha ma (e)ma skeltr ar jeu ga Steredenn ar Werc'hes ha ga'r loar, normalamant é mad kwa heñ ! »

Ar loar-ne(ve) 'vi(d) ar, 'vi(d) ar c'hampagnarded wa'r c'hampagn na un importance bras kwa ! Alïes an amzer chañjè wa'r loar-ne(ve)

– Ya

Ma chañjè war 'n tu mad oa mad, med ma chañjè wa(r) 'n tu fall, eh beñ pad pider su'n(ve)zh, ur loa(r)iad, ur loa(r)iad badè pider su'n(ve)zh, eh beñ hallè doc'h lar(e)d lar pider su'n(ve)zh, eh beñ fcht ! Pis(e) amzer vall, glaw ha traou ar mo(d)-se kwa heñ !

– Ya-ya

Seto, ar loar-ne(ve) 'vi(d), 'vi(d) ar labourerien-douar war 'r c'hampagn, na un importance formidable kwa heñ !

– Ya. Ha tachennou zo war ar loar ?

Ouais, nann, nann-nann

– Vis(e) ket kaosêt doc'h ar re-s(e) ?

Pass keme(nt)-s(e), nann, an dra-se oa, nann, pass… Goud(e)-se ar loar, pé sa(v)è-hi doc'h ar mintin, deus an noñs ! An dra-s(e) na un importance, vis(e) gwraet ur sell doc'h ar loar, pe-sort mod oa-i. Hag euh, goud(e)-se, nann, machinènt ket-hè, nañ-nañ-nann ! Hag an heol, pé vis(e)-heñw 'hond da gous(ked) doc'h an aba(r)d'hê, meus bet klêt alïes lar(e)d :

« Oh ! Bet é bet braw hirw, ma'hat 'benn (ar)c'hoazh 'o c'hoazh ! »

« Oh ! Sell doc'h an heol, (e)ma-heñw 'hond da gous(ked) ba ur sac'h-kaoc'h ! »

Heñ ? Beñ ma, boñ, pé 'h ee-heñw da gous(ke)d deus Kleden trem(a) Brest ma peus c'hoant, 'h ee-heñw dé gous(ked) ba ur, 'benn-neu'n weler ur renkenna(d)-koumoun 'tond, koumoun du. Ma 'h ee an heol ba'r sac'h-kaoc'h, 'benn-c'hoa(zh) hall doc'h lar(e)d lar 'o glaw c'hoazh

– Med izhpenn un espess koumoun zo, pet(r)a vis(e) gwraet doc'h ar re-s(e) ?

Oh ya ! Ciel, ciel moutonné ree-hè pé vis(e) koumoun gwenn u(he)l

– Ha pe-sort-mod vis(e) lar(e)t ?

Ha koumoun, koumoun du nann, koumoun, an dra-s(e) oa koumoun-glaw kwa !

– Koumoun glaw

Ya, ya-ya. Med nann, meus ket bet klêt (a)nè 'lar(e)d keme(nt)-s(e)

– Hanoiou spessial 'vid ar, 'vid ar c'houmoun ?

Nann, deus ar c'houmoun, deus liw ar c'houmoun, pass keme(nt)-s(e), nann, deus an a(v)el kwa ! An a(v)el ba'r veunteun 'vel larè-hè papred pé vis(e) an a(v)el war, war Kemper ah(e) gis-s(e), deus lem…

– Ya

Petram Speied ha Sant-Hern, an dra-se, an dra-s(e) oa ar veunteun kwa heñ ! Ha goud(e)-se Brest oa kouajou-glaw pa'n deiezh kontuni, med surtoud sellè-hè pé 'h ee an heol da gous(ked), ma vis(e) ru ha mad, ru-tan

– Ya

Mad-tre !

– Mamm-gozh ra ar mo(d)-s(e)

Ma vis(e) skeltr ar loar doc'h an noñs ha Vénus ba-tal hi gichenn mad : Surveilhiñ (a)nèi, très bien ! Med, ma vis(e) vall ar re-s(e), ah ! Sin vall é

18/07/2016

Pé oa deut an trakteur ha toud an oustilhou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Berrien gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



An trakteur kentañ mamp bet oa en 58, 57-58

– A-bred oah neu'n ?


Ya

– Abretoc'h 'vid ar re-ell ?

Beñ un'-all oa barzh kêr 'benn mamp bet, ah ! Neuhe oa cheñchamant hañ !

– Ya ha pe-sort mod vis(e) ka(v)et ar labour neu'n ?

Ah neuhe vije, oa cheñchet… Oa renket kaoud un ar d'ond war-lerc'h an trakteur, kaoud ur c'harr d'ond war-lerc'h an trakteur ha toud an oustilhou oa cheñchet toud ! Ha gwerzhet, oa ket delc'het (ne)med ur gaseg 'è, ur chô !

– Ya

Ha'n diw-all oa gwerzhet kwa !

– Ya-ya, pe-sort difer(añ)s oa 'tre ar labour gwech-ell hag e… ?

Ah beñ an dra-he cheñche kalz hañ !

– Ya

A-raog vise daw, houzoh walc'h, trec'hiñ boued deuh ar c'heseg ha mond da gerc'hed ar garg-voued deuh ar mintin. Alïes ar baotred 'h ee raog o dejuni, raog ar c'hafe, sete pé teuent en-dro neuhe, boñ ar merc'hed vis(e) 'hor(o) ar saout pad ar c'heit-se, pé vije echu vije debet dijuni. Ha 'benn-neuhe vije deut ar garg-voued, oh ya ! Ma vïe daw d'ar re-yowank ober pezh a meump bet gwraet p(a) oamp yowank…

– Ya ha pet(r)a vis(e) laret deus un de(v)ezh-labour a gwech-ell neu'n ?

Pet(r)a vije laret deuh… ?

– Ya, pe-sort mod vis(e), oa an devezh-labour ? Pé vis(e) sterd ar labour, pet(r)a vis(e) laret ?

Beñ kalz aesetoc'h oa neuhe memestra, houzoh walc'h !

– Ya, med pé vis(e) bet un devezh kaled, pet(r)a vis(e) laret ? « Fenoñs meump bet… »

Fenoñs meump bet un devezh mad kwa !

– Vis(e) ket laret « stenn é bet ar jujou » ? Pe traou…

Stenn, euh nann… Fenoñs meump gwraet un devezh mad, kontant omp ga'n devezh kwa heñ euh ouais…

– Ya, med pa vis(e) bet sterd, ma vis(e)…

Ah ya !

– Pet(r)a vis(e) laret neu'n ? Ma vis(e) bet re sterd, ma oah brêet ga'r labour, pet(r)a vis(e) laret ba fin an devezh ?

Beñ bet skuizh 'è kwa !

– Ya ? Skuizh ?

Oh ya ! Oh ya ! Skuizh omp 'benn noñs kwa !

– Ha pep-hañi na e lodenn-labour d'(ober) ?

Ah ya ! 'N-om jikour reemp war serten traou, euh… Ga'r voenn, da droc'hiñ voenn vije troc'het ga'r valc'h hag goude vije red da labourad an dra-he, houzoh walc'h, d(a) zigentañ ga'r vorc'h hag ar rastell. Ar wech oa deut an oustilhou, beñ oa kalz aesetoc'h d'ar merc'hed memestra !

– Ya-ya

Boñ pa oa komañset da lak ar maïs neuhe, oh ! Meus ket joñj kin petor(e) bla(ve)zh oa komañset da lak ar maïs, sete ahe oa diminüet ar labour c'hoazh kalz 'vid ar merc'hed 'è ! An trakteurien a ree toud kwa !

– Med muioc'h poan-benn oa neu'n nann ?

Oh ! Matresse oa ket…

– Nann ?

Eh nann…

– Kalz tud na gle, oa aet d'ar c'h-Crédit Agricole dé…

Ya, ya, ya-ya, med daw oa…

– 'Vid gaoud o drakteur

Ya, oh ! Med brem(añ) matresse zo…

– Bremañ zo muioc'h

Hag a zo mïoc'h, ya

– Ah ya-ya

Kar brassoc'h é ar feurm !

– Ha pet(r)a vé, vis(e) laret deus un deñn ha' ree ket i lod-labour ? Pet(r)a vis(e) laret deus hezh ?

Chech e rèr gantoñ… Ehe !

– Chech o rèr ?

Ya, chech o rèr gate… Vij(e) ket laret feneant-tre : « Oh ! Hezh oa chech e rèr gantoñ ! » Vij(e) laret, « heñ n'o ket grevet founnus ! »

– Ha vis(e) ket laret lar oa re gér 'vi(d) e boued ?

Euheuheu nann… An dra-he vij(e) ket laret

– Vis(e) ket laret 'e ?

Gav ket din vije laret an dra-he memestra nann !

– Nann, pass ma vis(e) un' deus ar familh ! Med ma vis(e) un' deñn ha' vis(e) pêet d'o(be)r ar labour, pet(r)a vis(e) laret deusouto(ñ) ?

Pêo tud, n'out ket bet gwraet kalz hañ !

– Nann ?

Nann, nañ-nann ! 'N-om renkañ reemp gad an ameseien d'ober ar labour kwa hañ ! Setu vij(e) ket… Dre-am(añ) vij(e) ket pêet kalz d'o(be)r

17/07/2016

Komañset da langachiñ 'nèoñ

Fenos vo laket un drideg añrejistramant, un' bet gwraet ganen-me ba ti-J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h (chom a ra tammou traou ha' meus ket komprenet re vad, laret din 'ta ma heus komprenet)



Memes-mod 'vel an heñi oa, vis(e) labourad gantoñ 'e, gomañse langachiñ 'nèoñ :

« Oy ! » Lare e wreg dèoñ, « dé b(e)-lec'h 'h añw d(a) labourad 'benn (ar)c'hoazh neu'n ? » Lar-hi dèoñ

Ha oa komañset da langachiñ 'nèoñ, heñ zigemerè ket atô

« Ya, med n'out ket komañset da langachiñ 'nèoñ (???) é passeet Pont-Triffen ene » lar-heñw, « med neu'n heñ glee ket (aha)noh kin (a)nèoñ » lar-heñw…

Ral war-lerc'h an otrou-kont kwa ! Heñw ba Speied, Jean-Pierre 'n otrou vis(e) gwraet deus 'nèoñ

« Me 'h a da labourad 'benn (ar)c'hoazh neu'n » Lar-hi

'Benn-neu'n vis(e) divizhourien, goûd a ret petra é « divizhourien » ?

– Des journaliers

Ouais

« Da b(e)-lec'h 'h añw da labourad 'benn (ar)c'hoazh neu'n ? » 

'Benn-neu'n an dud oa powr d'an amzeriou, oa daw dê kaoud tud ar mod-se 'benn, 'benn da reiñ labour dê kwa !

« Ah, med n'out ket komañset da langachiñ 'naoñ, 'n (???) passeet Pont-Triffen neu'n… Set' benn-neu'n gleev ket neu'n kin (aha)noh »

Mod-all… Oh ! Pé vis(e) tenn(et) an aval(d)ouar, gwech-all vis(e) kemed konerïou ar mod-se vïe, oa toud an dud 'tespun (a)val(d)ouar hag…

– Kontañ traou kwa

Kont(o) traou 'è

– Ya

Klass goûd pe-sort heñi é an heñi lar vis(e) lared ar brassañ heñi 'vid lak an dud da c'hoarzhin fin toud kwa ! Ah beñ an traou oa (a)bomin(abl) war ar maes gwech-all, toud an dud 'n-im jikourè 'è ! Pé vis(e) un de(v)ezh-dornañ, beñ toud an dud vis(e) ha an de war-lerc'h 'h a d(a) di an heñi-all, ale… An dud d(a) 'n-im jikoured 'è ha go(ude)-se, go(ude)-se 'n-im jikourè 'cherr foenn c'hoazh 'è, pugur oa deut ar botellou ahe gis-se ha go(ude)-se oa deut ar round, 'benn-neu'n bep-heñi a ree i-hun

– Ya, gad e drakteur ha-toud kwa !

Toud ha ba-dreñw oa daw kaoud deñn e-bed kin ! Eo ! Daw vis(e) kaoud un' 'è, ehe ! Med un' i-hun ra toud…

– Ya, bremañ an dud neugn ket emm an eil deus egile kwa, 'vel a-raog kwa

An antrepreneur ! Be zo ur moissonneuse petram un ensileuse kwa ! Pugur an dra-h(e) neus ket toud an dud, aes 'ta da re-gêr

Ar labouriou ba'r feurm

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant bet gwraet ganen-me, med ba ti-R. deus Plouïe ar wech-mañ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pe-sort labouriou neuhe peus gwraet ba'r ferm ?

Oh ! Labouriou… Da zigentañ, da zigentañ 'h een ga'r saout

– Ya, da ziwoull 'nê

Da ziwoull 'nê ba'r parkeier heñ ! Ahe oa ket clôtures électriques heñ !

– Ya-ya-ya-ya ! Paotr-saout oa ket

Nann

– C'hwi oa ar paotr-saout ?

Sete ya ! Me oa ar paotr-saout hañ ! Ha ga ar valz blam da ziharzhañ ha da droc'hiñ ar loustoni

– Ha pet(r)a vije gwraet ga toud ar loustoni goud(e)-se ?

Ma oa raden da-heul vije laket da housilhañ ba'r c'hrow dindan ar saout

– Ar saout

Ah ya

– Ar c'heseg 'e ?

Oh ! Ar c'heseg oa, vije ket laket kalz !

– Vije ket gousilhet kwa ?

Nann, un tamm bihen ya, eo ! Ga'r plous surtoud !

– Ha pet(r)a vije rôet da zebiñ dê ?

Oh da… Ar pezh na zebent ket 'h ee da housilhañ, med plous ha foenn hag un tamm yeot bennaket

– Ha vij(e) ket rôet lann dê ?

Lann ! An dra-he oa pad ar goñ !

– Ha pad an hañw ?

Pad an hañw 'h eent ba'r parkeier

– Ba'r parkeier, ya da zeb yeot kwa !

Ya ! Hag un tamm plous pe un tamm voenn deus an noñs

– Ha melchen ? Vij(e) ket rôet ?

Ar melchen

– Ya

Pé oa-ñw, pé teue ar melchen !

– Pé teue ar melchen

Ya

– Med p(e)-lec'h teue ar melchen ? Ba p(e)-lec'h vije ka(ve)t ?

Ba p(e)-lec'h ?

– Ah ya

Daw oa hadañ ! Hadañ greun

– Hañ ! Hadañ 'nê !

Hadañ greun ! Blam daoñ da boussad ha' bousse tro mis-mae, mis-mae / mis-even

– Ha pe-sort mod vijent despunet neuhe ?

Troc'het ! Troc'het ga'r valz

– Ga'r valz

Ga'r valc'h !

– Ya, ga'r valc'h ?

Gad ar valc'h ya. Ya, pé gomañser da droc'hiñ, da zigass d'ar loned 'ta ! 'H eemp beb mintin da gerc'hed ur garg, añfeñ…

– Ur gargad ? Ur banerad, matress(e) ? Pe ur boutegad ?

Oh ! Pass ur boutegad, ur garg, la charrette à bois

– Ah ya ! Ur gargad kwa

Ya

– Ya-ya-ya, med lod a ree gad ur boutegad

Oh ya ! Beb-sort mod, beb-sort mod… An dra-h(e) zepand, an dra-he zo 'vel lod 'h ee da gerc'hed ur béc'h-lann bemde

– Bemde ya, d'ar mene 'h eegn 'e ?

Oh ! Nin oa lann ba, ba…

– Amañ oa ?

Oh ! Nin ma lann ba hor parkeier 'ha, ya

– Ah ya, laket ba ho parkeier kwa ! Hadet vije lann ?

Non ! Non-non ! Hezh bousse deusountoñ e-hun !

– Ah ya… Lod, lod a hade lann

Lod a hade, ya. Ya-ya, divêtoc'h

– Hag an dra-he oa mad d'ar c'heseg kwa !

Ya, ar c'heseg blije 'n dra-he dê ! Du-m(añ) oa un broyeur d'ajonc, pé vise laket 'n-dro vise lak(et) un tamm yeot da-heul

– Ah ya !

Blam da, oa gwelloc'h d'ar c'heseg

– Ah ya

Ya

– Ya-ya-ya ! Matresse, ya. Ya, diskarkoc'h, me ma klêt an dra-he…

Ya ha mignoc'h vad a ree dê

– Ya-ya-ya-ya… Ha melchen, med melchen vresk a vije rôet dê ?

Ya melchen, melchen 'h eer da gerc'hed beb mintin keit-ha oa melchen hañ !

– Ha oa kimed d'ar c'heseg vije rôet melchen ?

Ah yao ! D'ar saout 'e

– D'ar saout 'è ?

Oh ya-ya ! Oh ya !

– Ha vij(e) ket rôet pitrabes dê 'e ?

Ah ! Pé teue ar bitrabes, an dra-he oa deuh 'n hañw ha komañsamant ar goñ, pé oa ar rantre d'ar bitrabes ! Hag ar jounai ! An dra-he heus aneet 'è ?

– Aneet, pass aneet, med klêt meus kaos deus an dra-he kwa !

Ha klêt heus-te

– Laret so din oa troc'het ar pibrabes da roiñ d'ar saout ha rôet 'n o bezh ar mod-se d'ar c'heseg, vijent ket troc'het kwa ! D'ar c'heseg

Ya ! An dra-h(e) zepand, serten, nin, nin a droc'he 'nê ga'r goutell

– Ha neuhe d'ar saout vije rôet chounai ha pitrabes, foenn ha…

Ya

– Melchen, rôet vije traou-all c'hoazh dê ?

Yeot ! Yeot !

– Yeot pé vijent ba'r parkeier kwa…

Yeot da-heul ar plous hag ar voenn, ar gis-se oa traou… Eh ! Pugur ar voenn hag ar plous oa sec'h

– Ya

Set' pezh, ar pezh é a vije rôet dê un tamm yeot pe un tamm melchen, ahe é…

– Ya, gwelloc'h oa dê kwa !

Ya-ya, ya-ya ! Magadurezh barzh ! Ah ya !

Ur wastellenn-avalou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ganen-me ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




Boñ, pet(r)a 'h añw d'o(be)r dec'h brem(añ) ? Te ? Kafe ? Chokol(ad)… Gwraet meus ur gatoenn ahe ga gwinizh-tu ha neuhe…

N'é ket le gâteau de Savoie é ?

Eo

Yeo !!!

– Oh yeo-yeo !

Aneo a ran 'naoñ

– Ah ya-ya-ya !

Ga gwinizh-tu ha neuhe… Des machins de pomme de terre là

– Fécule !

Fécule

Fécule ! An dra-he 'h a dec'h hañ ? Ar wich-all ma gwraet un' ha pa ka(v)et mad 'naoñ

Ah ya !

– Oh ya-ya ! Me meus choñj heñ !

Te oa 'è an de-se ?

Ya !

– Ya, oamp toud deus taol ahe

Med c'hwïet a oa 'è memestra, amañ é…

– Pet(r)a é ur « gwastell » dit-te ?

Aha ! Gwastell din-me c'est des grosses galettes hag a vé gwraet war ar billig ahe ! Gwich-all vije gwraet gwastell hag a vije tew, pé vije gwraet 'n toas a vije lesket tew a-walc'h hag a vije astennet war ar billig neuhe 'velt ur grampouênn, war an dra-he vije laket avalou, vije laket avalou troc'het in rond ahe partoud ! Ha hadlaket neuhe war o gourr(e) c'hoazh ur wastellenn-all war ar gourr(e), mé-keres, da gu an avalou. Setu pé vije poah un tu vije cheñchet tu dèi ur wich pe diw hag a… Pudur an dra-he chom ket stag deuh ar billig. Holala ! Ni lamme ga an dra-he ! Vije laket neuhe un doubier war an daol

– Ya

Heñ ? Un doubier, p(a) oan ti ma zud vije ar mod-se ha vije lak(et) ar wastellenn war an doupier hag pep-hi(n)i a droc'he i damm, an dra-he oa tew a-walc'h hag a lake amann warnoñ neuhe hag a zebe ar wastellenn mod-se, oh med me…

Amañ é cheñchet tu daoñ ahe

Ya, me meus cheñchet tu daoñ 'e da wel 'hañw oa poah

N'é ket brawoc'h war an tu-all ? … Oyayay !

– Opala !

Chomet é stag !

– Ya-ya-ya-ya ! Diwall !

Diwall hañ !

– Zzzrouk ! Ahaha !

Ahaha ! Ya, setu pé teu, a-wichou pé teu ma bugale vihen ahe his-se vent é klask traou mod-se, sete neuhe vé gwraet, houzoh walc'h hag a blij dê ar re-se

– Ur wastellenn

Ur wastellenn

– Ha pe-sort mod vé laret pa vé avalou ? Ur wastell(enn)…

Ur wastellenn-avalou !

– Hadlar 'ta

Ur wastellenn-avalou

– Ur wastellenn-avalou ?

Ya

– Ya

Daon ! Heus ket bet debet gwich e-bed ?

– Ah nann 'ha !

Ah Yvette ! 'Ho(r)tos pet(r)a 'h out o(be)r ?

Med an dra-he, nann…

– Ouïe ket pet(r)a oa ur wastellenn

Ah ! Ouïes ket pet(r)a oa ur wastellenn ?

Nann

Ah bon 'ha ! Boñ, peut ket laret din : Chokolad ? Te ? Kafe

Te, te

Pe dour tomm pe dour yin ?

– Dour yin

Te

– Te ! Pe te ya

Te

Te ?

Te, te ha me 'e

– Te ha me ya

Te ha me

Te ha me ha ni toud assames !

16/07/2016

Ar skoliou ba'n Uhelgoat

Fenos vo laket un drideg añrejistramant, un' bet gwraet ganen-me ba ti-R. deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Oh ya ! Hag an dra-he oa tud trist ! 'Vel oa kalz d'ar mar(e)-t(e) hañ !

– Du o rèr 'vel vé laret, ya un tamm ?

Oh ! Oagn ket… Reent ket kalz labour hañ ! Eo ! Eh ! Ga o doworn ! Ha ur veuc'h pe diw

– Oa ket kalz gwenneien kwa !

Oh nann ! Oa ket gwenneien hañ ! Med ma dud na un tïegezh ba Ty-ar-Ho(ë)nt, ya : Pemzeg devezh-arad

– Ha c'hwec'h oah neuhe kwa ?

C'hwec'h, ganet ba en 34 hag ar bla(v)ezh kentañ, an dow vla(v)ezh kentañ oamp pemp deus memes, deus an ti da zond d'ar skoul

– Med neuhe pa komañs(e)t ar skoul pé oa komañs(e)t ar bresel

Ya, med skoul oa raog hañ !

– Ya-ya-ya, raog oa skoul, ya

Raog oa skoul ha teuemp bemde war-droad deus Ty-Ar-Ho(ë)nt d'Uhelgoat hañ !

– Ga boutou-koat ha-toud

Ah ya ! Ar boutou-koat, ya. Me ree pemp kilometr heñ !

– Ya, ah ya-ya, ar mod-se war-droad

Pugur ar blavechou kentañ, ar bla(v)ezh kentañ ba'r skoul oan ba'r mêri, añfeñ ba'r mêri… N'é ket ba'r mêri oamp, med ba'r c'hour d'ar mêri oa teir glass : Klass… Des classes en bois hein ! Fabriquées en bois

– Ya-ya-ya-ya-ya ! Barakennou kwa !


Barakennou, ya. Ar c'hlass kentañ, ar c'hlass vihen oa ba'r c'hour deuh ar mêri ha' basseemp… Hag ar mêri oa ba, just lec'h (e)ma, ah ! La rue de la mairie ha barzh…

– Oa ket memes plass 'vel bremañ kwa !

Ah nann ! Ar mêri, ar mêri oa bord ar ru 'e ha oa daw domp sevel ar marchennou, passeal ba'r c'houloar d'ond ba'r c'hour, ya

– Beñ ya ! Me ma gwel(et) war ur foto, foto kozh walc'h ha oa plassenn An Uhelgoat ar mod-se ha… Med ya, oa ket ur ru 'vel zo bremañ 'vid mond dreñw, ya

Nann, nann-nann ! Ar ru, rue de la mairie, zo ba-plass lec'h e oa ar mêri, ar mêri kozh, ar mêri…

– Distrujet ar mêri ha laket an hent ha laket ar mêri dreñw kwa !

Ya

– Ar mod-se neugn gouneet un tamm plass memestra kwa !

Ya ! Ar mêri, ar mêri d'ar mar(e)-te oa kozh hañ !

– Kozh-kozh

Ya ! Oa 'è, oa daw divresañ 'nèi, ya

– Divresañ 'nèi vé laret amañ ?

Oh ya !

– Ya

Fresañ 'nèi ya, ah ya ! Hag ar bla(v)ezh kentañ oamp ba'r c'hour d'ar mêri hag ar bla(v)ezh war-lerc'h oamp ba Ru an Neñw ya, lec'h (e)ma ar Poste

– Ya… Ah ! Lec'h (e)ma ar Poste bremañ kwa !

Ya, ar bla(v)ezh war-lerc'h ya, oamp ahe ha oamp deut d'an nec'h

– Med oa kime(d) paotred ! Laket oa ar merc'hed ya, neuhe

Ah ya ! Oa kime(d) paotred hañ !

– Ha ba p(e)-lec'h oa ar merc'hed neuhe ?

Ar merc'hed oa ba'r Pouly du-h(e)

– Ene oagn kass(e)t

Ene oagn, oh ya ! Oa keme(d), vij(e) ket mesket ar merc'hed hag ar baotred heñ ! Oh nann !

– Pevar(e) oa digoueet an dra-he mesk-ha-divesk ar baotred hag ar merc'hed ar mod-se ba'r skoul ? Divêtoc'h sur…

Holala ! Hanter-kant, war-dro an dra-he ya

– Ah beñ ya, ma mamm oa, ya-ya…

Ha le collège là, gwelet meus…

– Sevel ar c'hollèj kwa !

Sevel ya, med n'on ket bet barzh

– Ha n'out ket barzh ?

Nann

– Nann ? Blam bet(r)a ?

Blam ma kuitêt ar skoul… Ahaha !

– Ah ya… Ya-ya

Blam ma kuitêt ar skoul

– Da be-oad neuhe ?

Da c'hwezeg la ma kuitêt ar skoul, me meus gwraet (ne)med la sixième-cinquième, goude oan ba'r gêr 'ha ! Da zelc'hen ar, da ziwoull ar saout ha da…

– Ya-ya

Ha da ziharzhiñ

– Ya, d'o(ber) toud pezh oa d'o(be)r… Ah ya ! Med ar « sixième » hag ar « cinquième » oa ket ba'r c'hollèj oa an dra-he ?

Ar sixième oa ba'n nec'h, med ar skoul, skoul d'ar mêri, pugur pad ar bresel ar skoul ar merc'hed zo bet okupet ga'r Boched ! Sete pad… Oh ! Pad dow la papred, pad dow la d'an neubeutañ oa kime(d) un hanter devezh skoul d'ar baotred

– Ya

Hag un hanter devezh skoul d'ar merc'hed

– Ya-ya, 'vid partaj an traou

Pugur 'vid partaj vïe rôet 'e

– Ya-ya, an dra-he meus klêt ga'r re-all 'e, mem-mod 'e

Ah ya !

– Un tamm partoud oa mem-mod

Ya

– Hag a vijent kass(e)t da zespugn « doryphores » ba'r parkeier d'an abard'hê, lod

Me meus ket gwraet an dra-he ! Me meus ket gwraet an dra-he, kar… Yeo ! Pé oan ba'r gêr 'hat !

– Ya

Meump gwraet beb-sort hañ !

Diharzhañ ras ar harzh

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet ganen ar wech-mañ ba ti-G. ha M-C. ba Karnod (M-C. zo deus Plourac'h ha G. deus Karnod). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
G.
M-C.



Med ar gis-s(e) an dud vije okupet

Okupet

– Beñ ya toud kwa !

Ya

– Oa labour d'an dud toud kwa !

Toud !

Ha riñs ar c'harr maes ar c'hreier, riñset é toud hag a reiñ dour, kass ar c'hilhorn-dour

– Ha diharzh(añ)

Ras ar harzh !

– Ya ?

Ah ya ! A(s)e vis(e) red diharzhañ mad !

Hag ar re-s(e) vije laket, vije laket in berniou ha vijent karget ha vijent laket dindan ar saout wechou

Ya, ba'r mar(e)-te oa ket kalz plous

– Nann, med lann, vij(e) ket laket lann 'e ?

Beo !

Yeo ! Lann vije drailhet d'ar c'heseg deuh ar goañw !

– D'ar c'heseg ya

Ya

– Ya

Ha troc'het deuh ar beur(e)… Oh ! Me meus choñj deus se hañ !

– Ya ?

Te zigass hañ…

Oh ! Me meus joñj 'e

Ya, med te zo koshoc'h…

Me so bet 'pilad lann ba'n traoñ ase his-se

– P(e)-lec'h vije pilet lann amañ ?

Beñ ba ti ma dad ba-dreñw as(e), oa lann ba ur loch kozh

Med ar re-s(e) so aet da val(e) toud pell zo !

Ur loch, ur loch gwraet ga ban(al)

– Ya

'N dôenn ga banal

Ar manej

Pilet lann vije barzh

Ar gaseg vije 'troiñ ar manej

– Troiñ ar manej kwa !

Ya

– Med pilet lann kwa !

Vije pilet lann…

– Ya

Wichou vije mesket, vije mesket yeot 'mesk ar lann wechou

– Ya

Ya-ya-ya !

– Med an dra-he oa 'vid roiñ d'ar saout da zebiñ pe da lakad dindan ?

D'ar c'herseg ! Pass d'ar saout

D'ar c'heseg, d'ar c'heseg !

– Ah d'ar c'heseg ! D'ar c'heseg, ya

D'ar c'herseg

Da zibiñ

– Da zibiñ é ?

Ya-ya-ya !

– Med vij(e) ket laket lann 'e ba-dindan da housilhañ ?

Lann ?

– Ya, goujel kwa !

Ah geo-geo ! Goujil

Ya goujil ?

Med goujil n'é ket lann hañ !

Ah nann !

Goujil so, so ba pe-sort lec'h…

Gousil n'é ket lann

Ba p(e)-lec'h tà ar goujil 'ta ?!

Heñ ?

Treuss(e)g ar Mont d'Arrée am(añ) gi-m(añ) neus laret

– Menez Are ?

Ya, ya ! Gousil é ar brug

– Ah ! Brug ya

Goujil

– Ya

Goujil so traou gis-se, goujil

Ya !

– Ah ya-ya

Lann, lann zo… Ma'hat feus bet gwel(et) bodennou zo chomet ahe his-s(e) pa vé fleur mer(e)n neuhe, med ar re-he vije troc'het yowankoc'h

Lod a'h ee da gerc'he(d) gousil d'ar Monts d'Arrée

– Ya

Da, da…

Ya, da housilhañ

Da-lec'h (e)ma an antenne 'hont

– Ya ha ga'r c'harr-kozh ma klêt kaos deuh an dra-he

Ya red vé kargañ, karg ar c'harr ene

– Ar c'harr roujou-koat

Oh ya ! Roujou-hou(a)rn !

– Roujou-hou(a)rn ya

Oh ! Ar roujou-hou(a)rn, ya-ya-ya ! Me meus, me meus soñj hañ ! Me meus joñj, me meus choñj…

– Ha oa ur sakre labour an dra-he ! Med pet(r)a na laret un' din-me oa, pep-heñi na e lod kwa ! Pep-heñi na e damm

Ah ya ! Ya-ya ! En(e) so separassionou ! Ba'r Monts d'Arrée

– Ya-ya, dispartïet vé ar mod-se kwa !

Monts d'Arrée

Ah ya-ya-ya ! Ha mem oa lanniou mod a'h eent, pe-sort meus bet joñj (e)mañ, ma dad 'hond… Hañ ! Ga'r c'harr gis-se, ya ha skoassellou ! Pfou ! Mamm nije owen ba'r c'harr ! Oh ! Ha 'h eent da… Ohoho !

– Ha dre winojennou toud kwa !

Oh ! 'N heñchou kozh !

Teurc'h, arskol ha paw-bran

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'vid ar fleur, pet(r)a vé gwraet doc'h… ?

Oh, fitamdoue 'hat !

– N'é ket…

Ar re-gozh ree boukidi-un-dra-m(e)nneg doc'h an dra-s(e), deus toud, boukidi-hañw, boukidi… Med pé welè-hè ar fleur 'tond ba'n ne(ve)-amzer vis(e) gwraet boukidi-hañw doc'h an dra-s(e)

– Moien zo d'ond dindan an hañgar ?

Ah, glaw ?

– Ya, owen meus 'vid ar mikanik

Ah ya ! Pass brêiñ (a)naoñ gast !

– Ha bokidi vis(e) lar(e)t, bokidi-an-hañw oa « les pâquerettes » ?

Ya, un dra m(e)nnag ar mo(d)-s(e), ya… Boukidi, ya

– Pet(r)a é an teurc'h ?

Teurc'h ?

– Ya

Teurc'h

– Teurc'h vis(e) ràet d'ar lapined ma'hat ?

Teurc'h-gwenn, ya, vis(e) gwraet doc'h ar re-s(e), med boñ… « Teurc'h » so dow pe dri sort benneg doc'houte, ah ! Med ar re-gozh 'h anveè ar re-s(e) toud « teurc'h ». Teurc'h !

– Pe-sort-mod vé ar fleur ?

Gwenn

– Gwenn

Fleur-gwenn, oh 'vel ar fleur-chardoñ un tamm bi(he)n 'è

– Ya

Ar memes sistem heñ !

– Ya

Ya

– Ha ga'n a(v)el 'h a ?

Ha goud(e)-se ga'n a(v)el pé (e)maint aw, beñ ya a'h ee ba, ba'n a(v)el ha d'ond ba, ba ur cher(de)n petram ba mé bark petram ba park an heñi-ell heñ ! An dra-s(e) ra-hè toud memes-mod kwa heñ !

– « Les chardons » pe-sort-mod vé lar(e)t e brezhoneg ?

« Chardoñ » é

– « Arskol » vé ket lar(e)t ?

Yao, « arskol » 'è, med boñ… An dra-s(e) oa ur sort-chardoñ, ar chardoñ-pik oa ar re zo ba'r parkeier ahe gis-s(e) sur ! An dra-s(e), doc'h ar re-s(e) ree-hè ar chardoñ ha goud(e)-se oa « chardoñ-arskol » pe me n'ounn ket petra ! Ar re ziwanè ba-bord an dour surtoud, ba-lerc'h oa umid kwa heñ !

– Ya, pe-sort-mod oa ?

Arskol, med, med ar memes fleur, oa-ñw memes-mod 'è. Med ar form deus ar blant(enn) oa ket toutafed pareil kwa heñ !

– Klêt meus kaos deus pawiou-bran

Paw-bran ! Ah ya, pet(r)a oa ar re-s(e) ? Fleur glas kwa heñ !

– Ya

Digitales vise gwraet doc'h ar re-s(e) ma'hat

– N'é ket nunu an « digitales » ?

Ah nann ! Nunu é ar boukidi, nunu n'é ket paw-bran heñ !

– Med ar paw-bran n'é ket an « digitale » e galleg

N'é ket an digitale ?

– N'é ket ar, « les jacinthes » ?

Matre'n sauvages pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e), ya

– Pe-sort mod oa ar fleur just ?

Glas heñ ! 'Vel un tamm, 'vel ar muguet é !

– Ya

Ga perlou bihen gwenn ba, war, war un tu. Ar memes sistem é 'vel ar muguet, med ar blantenn oa ket memes-mod

– Ha penvar(e) vis(e) gwel(e)t ?

Ar re-s(e) ? Ba mis-mae

– Ya, ba komañsamant mis-mae

Mis-mae, mis-mae. Ya-ya, 'vel ar muguet heñ !

– Ha pet(r) vis(e) gwraet doc'h ar « muguet » ?

Muguet

– « Muguet » ?

Muged

– Muged

Ya, med ar muguet ba dre-amañ oa ket gwal anêt (a)naoñ. Med goud(e)-se, pé oa evolüet an traou : « Premier mai, la fête du muguet » as(e) neu'n vis(e) komañs(et) da wel muguet dre, dre-amañ 'è… Ahaha ! Ya…

Boñ Jean, 'h añw dé reiñ… Diwallet goueho, diwallet ho mekanik heñ ! Ma…

– Ya, ma tà glaw barzh !

Con vefe pet(r)a ! Bousilhiñ (a)naoñ kwa heñ !

– Gwlizh é ?

Ya, ya, kleo a ret an otoiou war, ba-lein an hent du-(ho)nt ?

– Ya, wa'n hent-pras

As(e) (e)ma, as(e) (e)ma 'n a(v)el ba'r veunteun (a)darr(e) ! Ah beñ, ar mo(d)-se (e)ma kwa heñ ! Petra ri ?

– Amzer douss é

Oh ya 'hat ! Douss é sur ! Med boñ… Re douss !

– Klêt peus kaos doc'h amzer-lor ?

Oh ya, amzer-lor é 'n amzer hiro, med an dra-s(e) oa amzer brein, 'vel hiro brem(añ) voilà !

– Ya

Tomm ha umid kwa heñ ! Tomm ha amzer brein, glaw

– Ha « tud lor » vis(e) lar(e)t 'è ?

Blot kwa !

– Ya

Ya, reajissè ket kalz (a)naoñ kwa ! Jomè-heñw pé 'h ee war-raog, jomè-heñw pell war-wel kwa ! Ahaha ! Eh ! Ar mo(d)-se oa kwa heñ !

– 'N heñi na di(e)gi 'h o(be)r an treou kwa !

Voilà justement, gemerè e amzer an traou 'e, mo(d)-se oa heñ !

– Di(e)gi vis(e) lar(e)t pe lur(e) ?

Ya, lur(e) 'h o(be)r traou ya, lur(e) 'n-om lak(ad) ba'r labour. Voilà, lur(e) demariñ !

15/07/2016

Ar pardoniou ba'r vro

Fenos vo laket un drideg añrejistramant, un' bet gwraet ganen-me ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




Bon !

Pardon Scrignac é

Ya, zo 'benn (ar)c'hoazh

Ya 'ha !

– Bern traou zo ! Oa ket kemen(t)-se raog ! Pé oain bihen…

Oh eo !

– Oa kimed un dra, oa ga'r vujul da… Ga pis-klas !

Oh eo-eo ! Amañ zo, amañ zo kalz a c'hoarïerien !

– Ah ya ?

Ya

Aha !

He pet(r)a é ? Pardon… Nann, n'é ket pardon-Pêr hañ ?

Eo ! Pardon-Pêr

Ah pardon-Pêr

Pierre ha Paul, houzoh walc'h, pardon-Pêr

Med raog, raog oa ar fest-noñs ?

Ar fest-noñs so 'benn (d)issul !

Ah 'benn (di)ssul zo ur fest-noñs…

'Benn (ar)c'hoazh d'an noñs

Ah ya ?

Ya, kaoud a ra diñ met(r)amant venoñs 'n (hi)ni (e)ma ? N'é ket ! 'Benn (ar)c'hoazh 'n (hi)ni (e)ma

Fenoñs zo un' ba Uhelgoat 'vid an ti-skoul

Ah ! Bon ! Pardon-Pêr

Pardon-Pêr, a-bred é heñ !

Beb pla a vé 'è, me(d) ar bla-m(añ) (e)mañ… Boñ n'é ket ! Beb pla, an dra-he zepand

Pardon Plouïe é fin, fin mis-eost

Ah ! Med n'é ket, n'é ket a-bred a'ha ! Dalc'hmad (e)ma fin-fin…

Ah ya-ya ! Med a-bred 'vid ar pardoniou !

Oh beñ pell zo…

An heñi gentañ matresse

Oh n'é ket 'ha !

Nann ?

Oh nann ! Botsorhel zo bet brem(añ) zo deja dow vis so ha Bolazeg so bet 'è deja

Ah ya ?

Ya, Bolazeg so bet 'è bremañ zo a-peu-prè… Oh nañ-nann ! (E)mamp ket deuh ar re-gentañ, goude beñ Botsorhel oa raog ha Bolazeg so bet goude ha goude oa Cr(o)as-Christ

Med Bolazeg ha…

– Cr(o)as-Christ ?

Ya

… Botsorhel

– Oyow !

Cr(o)as-Christ

Re bell é deus Uhelgoat ha vé ket gouïet pet(r)a bassev

Daon n'é ket sur 'ha ! (E)ma ket pell 'velkent Bolazeg deus Uhelgoat

Oh yao !

Pet(r)a ?!

'Vid goûd, 'vid goûd traou ar mod-se pevar(e) vé ar pardoniou, yeo !

Daon ! Weles ket war ar journaliou ?

Nann, oh vé ket…

– Yao pa vé gwraet ! Pa vé digoueet dija

Pa vé passeet ya

Ah bon !

– Ba'r Poher vé gwraet ar mod-se, pa vé passeet un dra vé skrivet, med mod-all vé ket gouïet kwa !

Ale bon ! Ha goude 'benn (d)issul (e)ma pardon Berrien

– Pardon Berrien ?

Ha teu goude dissul, ar sul war-lerc'h pardon Skrigneg ha goude vé pardon Uhelgoat

Komañsamant mis-eost

Ba mis-eost 'n (hi)ni é ?

Ba mis-eost ya, ar sul gentañ

Piw so war-lerc'h Berrien neuhe ?

Ha fin mis-eost é pardon Plouïe

Ah !

Ahañ ! Divêd hañ !

– Ya

Hañ !

'Vid ar pezh a vé…

– Ahaha ! Barzh Plouïe n'eus ket kalz 'e…

Barzh mis-ar-voennou (e)ma pardon Gwerliskin 'è

Mis-mae, mis-de, mis-labidè...

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, med un' bet gwraet ganen-me ar wech-mañ ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




– Laret vé amañ 'vid mis-mae : Mis-Ma(r)i ?

Ya : Mis-mae, mid-de, mis-labidè ha mis-bremañ ha mis-neuhe hag ar mis goude… Ahaha !

– Ahaha ! Ah ! Ma ket klêt c'hoazh… Labidè ?

Ya : Mis-mae, mid-de, mis-labidè ha mis-bremañ ha mis-neuhe hag ar mis goude

– Ha sinifïañ ra un dra mennaket « labidè » ?

An dra-he a sinifi… Eh ! Kaoud a ra din meus bet laret se dit c'hoazh, meus ket ?

– Peus ket nann

Un' hag a oa à frekantiñ ur plac'h yowank hag ar plac'h yowank-se oa dougéres deus un'-all. Setu, 'vel oamp à lared damaig, igile na houlle ket mond gati sete neus ka(v)et ur ginoweg kara d'o(be)r ur golo-pod, sete neuhe é aet da… Pudur, houzoh walc'h, oa ket, vije ket… Oa un disenor abominabl chom ar mod-se

– Ya

Set' é aet gad hezh ! Med goude, p(a) é bet an (hi)ni-bihen, hañw a houlle mod-se, pudur an (hi)ni-bihen oa ganet pevar mis hanter goude kwa heñ ! Goud(e) oagn eureujet

Poent oa neuhe !

« Daon 'ha ! » Lar-hañw mod-se, « me ga(v)e diñ » a lar, « pe-naos » a lar, « me ma bet klêt lared pa vije bugale e vije naw mis »

« Daon ya ! » Lar-houm(añ) daoñ, « naw mis a vé 'è ! Go(r)tos ! »

Daon ! Un dra mennaket naw mis a ouïe, ar re-m(añ) lared daoñ neuhe :

« Ah nann ? »

« Beñ nann ! »

« Ah daon eo ! » A lar-hemañ, « goûd a houz(e)s n'eus kemed pevar mis hanter ! »

« Daon ya ! Med » lar ar re-mañ daoñ, « goûd a houz(e)s : Pevar mis hanter de ha pevar mis hanter noñs a ra naw mis ! »

« Ah ! Ar mod-se 'n-hin(i) a vé kontet ! » 'N-hin(i) a lar

« Daon ya ! » Lar ar re-mañ daoñ, « ar mod-se vé kontet » 'n-hin(i) a lar daoñ

Sete neuhe hemañ oa kontant 'ha ! Houzoh walc'h, pudur oa rôet ar respont daoñ, hete hem(añ) oa komañset da gontañ daoñ :

« Mis-mae, mid-de, mis-labidè, mis-bremañ ha mis-neuhe hag ar mis goude ! »

Ha oa komañset da ragachiñ ur bern traou daoñ, sete oa 'n-om ga(v)et-hemañ kontant 'n-ur hond d'ar yêr

« Ah ya ! Daon eo ! Ma'hat a houzes kontañ ! » Lar, « beañ (e)ma mis-mae, mid-de, mis-labidè ha mis-bremañ ha mis-neuhe hag ar mis goude ! »

Alors il était perdu complètement hag a lare :

« Ah ya-ya-ya ! Kompren a rañw brem(añ) »

Aha ! Na ket goullet hirroc'h

– Ah ! Ya, pe-sort mod vé laret deus un dèn ar mod-se hag a lar hag a gompren an traou, med n'é ket gwir ?

« Me zo bet hag a oar ! » Lar, ahaha !

Un' ha' gompren an traou ha n'é ket gwir ?

– Beñ un tamm 'vel a re serten lod « ya-ya, komprenet meus, komprenet meus » med n'é ket gwir

Ha n'é ket gwir, a gav dê…

Neuhe é sterd da gompren 'ha ! Ma vé ket gwir

– Nann ! N'é ket an dra-he é ! Med an heñi a, an heñi a ra mod

Ar mod

Un' hag a aksepto ganes ha laro ya ha-toud hag (v)o da…

– Ha' no ket komprenet kwa !

Ha' no komprenet mann e-be(d) ?

– Ya

Oh daon ! Hezh so ur liboudenn neuhe 'ha ! Hezh so un' ha' oar ket kalz a draou ! Heñ ?

– Pugur lod zo ar mod-se : « Ah ya-ya gwir ! Ah ya-ya-ya, gwir », « komprenet peus ? » « Euh… »

Ya, med heñ neus an aer da veañ digourdïoc'h 'vid ar re-all, né ket c'hoant da reiñ da gompren, just a-walc'h, lar né ket komprenet !

Ya

– Ya, 'h o(be)r mod é kwa !

'H o(be)r mod, ya

'H o(be)r mod ! Ya, no ket c'hoant da zusken… Heñ ?

Med an dra-he vé daw ober wechou hañ ! « Ya, ya-ya, komprenet meus… »

Ya ! Wichou, ya. Pa gleès lod à kontañ, gomprenes ket toud dalc'hmad 'e !

Ouh !

– Ha pa ves skuizh

Ha pa ves skuizh ha pa ves skuizh à chilou 'naoñ !

Ya, pa ves skuizh chilow 'naoñ

« Ah ya-ya ! Gwir é mod a læres ! Ya-ya ! »

Ya, ahaha !

Neuhe vé ket dislaret !

Tud maes deuh o dilhad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un arejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kolloreg, gad ur wreg hag he gwas. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar wreg
Ar gwas




– Ha pé vé gwal glañw un deñn ha pé vé riñset e c'horv pe e… ?

Oh ! « Heñ n'eus kimed an Ankou deusountoñ ! » Vé laret

– N'eus kimed an Ankou…

Un dèn diskard

Un dèn diskard, ya med an Ankou vé laret wechou

Ya, an Ankou ya

Ya, an Ankou vé laret…

Ar re treut ha machin toud !

Ya ! An dra-he vé laret alïes, an Ankou

– N'eus keme(d) an Ankou deusoutañ

Ya

– Ha 'n Ankou vé implijet 'hend-ell ?

An Ankou, ça qu'est-ce (que) ça veut dire que…

– Ar marw ?

Oui
, an Ankou ya vé lar(et) deuh an dra-he un tamm 'e kwa !

Ya

Pugur n'eus kime(d), heñ zo aet treut ha aet machin… N'eus kim(ed)…

Ah ! Brem(añ) ha ahe zo 'vel un dèn spontet ahe !

Ya, spont(et), chétif et tout…

« A vé gwel(et) an Ankou » lar

– Heñ ?

An Ankou, a vé gwel(et) an Ankou, ah !

Ya, « gwel(et) meus an Ankou » vïe laret, an dra-he so trist heñ ! Pé vé, quand on voit les gens comme ça

Ah ya !

Oyow ! Ma Doue binniget ! Ah ya-ya !

– Ha pe-sort liw zo war'nê neu'n ?

Ah jaune !

Liw ar c'hoant-kac'had, 'vel lare lod

– Liw ar c'hoant-kac'had war'naoñ

Ya, liw ar viser

Holala ! Liw ar viser… Pugur bi zo un' liw ar viser 'e ar mod-se

Ah ya !

Kar pé lod, be zo lod hag na zebint ket, set' ar mod-se…

Beñ ma n'eint ket gouest d'o(be)r…

Oh fei 'hat ! Pugur me oa gleet din be 'tailhou ma heñi-me

War houm(añ) (e)ma ket miser na tress ar viser heñ !

– Heñ ?

Oh mechañs…

War houmañ (e)ma ket tress ar viser war'nèi !

– Ahaha ! Eürusamant ! Nann ?

Oh ! Des fruits, lod lar me zebon tamm fruit gwech e-bed ! Yao ! Klemantin zo voien da zeb brem(añ), pugur ar re-he rent ket tor din, ar re-he rent ket tor din 'e…

– Ya ha n'eus keme(d) an Ankou deusoutoñ… Ha pet(r)a vé, zo moien dé lared pé vé re vras e zilhad ha-toud ?

Oh mallezh han(o) Doue ! Pet(r)a…

Distruch 'ha ! 'Benn-neuhe vé laret 'e, wechou vé maes deuh e dilhad !

Ah ya

– Maes deus e dilhad

Maes deuh e dilhad, ya. Oh ! « E(rr)o é maes deuh e dilhad ! » Vé laret

Oh ya ! Ahe n'eus kim(ed) un tamm eskorn 'n-dro, « un tamm kroc'hen hag un tamm eskorn » vé laret

Oh be zo ! Y en a hein !

Oh oui…


Oh gast ! Zo aet un' deus ar C'hastell-Ne d'ur maison de retraite ha pas maison de retraite, c'est un peu une maison de retraite, pugur na ferm(et) un ti ba'r C'hastell-Ne brem(añ), ba un tamm sité bennag du-(ho)nt… Heñ oa deus Kolloreg, deus… Blam oa deuh-hi oa aet a'ha ! Ha e(rr)o oa-heñw maes deus e dilhad 'ha paotr-powr ! Hañ ! Treut !!! Inconnu quoi !

Un Ankou vé laret

– Vé ket laret « dis(k)lavanket é » pe… ?

Disklavanket é-hañw, ah ya !

Dis(k)lavanket vé laret 'e, lod lar « dis(k)lavanket »

Ah ya !

Pe-sort mod lar lod deus an dud-te, an Ankou…

– Ha pet(r)a zo moien da lared deus an dow… ?

Ahe n'eus ket kim(ed) an eskern, ar c'hroc'hen hag an eskern kwa !

– O dowlagad, pe-sort mod… ?

Holala !

Of !

Ya, lod lar : « Deut é bras i dowlagad ! »

Ya, disklasset

Disklass(e)t

– Ah ! Disklasset é e dowlagad !

Ya !

Disklass(et) i dowlagad ya, an dra-he zo voien da lakad 'darr(e)

Hem(añ) neus un dowlag(ad) vras disklass(et)

14/07/2016

Go'eled ar valc'h war un anne

Fenos vo laket un drideg añrejistramant, un bet gwraet ga Jean Lecoulant ar wech-mañ ba ti-G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Dé gomañs, faotefe din gouïed pe-sort mod vis(e) dornet ar valc'h

Ar valc'h ?

– Ar valc'h, vis(e) daw lemm(añ) (a)nèi ha goud(e)-se ha dornad (a)nèi ?

Ah ! Ar valc'h dé droc'h(añ) foenn !

– Ya !

Ar valc'h, vise dorn(et) ar valz, ya, ya-ya. « Taper la faux » vé gwraet e galleg deus an dra-se

– Ya

Hag 'è an dra-s(e) oa ur… Beñ ma mis(e) gouïet lar pes(e) kaoseo din-m(e) doc'h an dra-he, ma derc'h(et) heñi mé dad doc'h ! Ha meus kasset (a)nèi d'an déchetterie du-(ho)nt, pugur am(añ) meus lak(et) gwerzh kwa heñ ! Sete 'benn bla matre'n vin ket amañ…

– Ya-ya, peus ket emm kin

Seto meus likid(et) traou ha ma un' ar mo(d)-s(e), ur (ho)veléres, vise gwraet doc'h an dra-s(e). Un tamm, ur varr(e)nn-houarn kwa heñ ! Un dir(e)nn ma peus c'hoant

– Ya

En-hou(a)rn pur kwa heñ ! Hag ar morzhol neu'n, ale ! Tak-ha-tak-ha-tak-ha-tak-ha-tak, vis(e) skoiet war un, oh ! Un espass, of… Ur sañtimet à peine heñ ! Toujust, oh nann ! Vich(e) ket ur sañtimetr. Ha vis(e) tailhet deus ar foñs dé vek(ed) ar beg

– Ha vis(e) dornet war un anve ?

Ya-ya

– Un anve vis(e) lar(e)t ?

Un anne, un anne é !

– Un anne

Ya, dé (ho)vel(ed) ar valc'h ha lod-ell larè ar (ho)veléres. Beb sort mod, chacun, an dra-s(e) zo deuet deus, piw oar doc'h a-b(e)-lec'h ! Deus an hano, peb-hañi droiè an dra-s(e) d'e mod ma'hat heñ ! Hag e, goud(e)-se neu'n, pé vis(e) taket un', med an dra-s(e) oa hoho ! An dra-s(e) oa un art !

– Ya !

Skoiñ war 'r machin ha derc'hen ar memes profil penn-ha-benn. Pa ket droad dé, ma reeh 'vel larè un' kozh : « Ha 'h o(be)r ha lak(ad) un neub(eu)d bronnou ba'r valz ! » Ah ya, med goud(e)-se pé 'h eeh dé droc'hiñ, beñ kàer pa lemm(añ) ga'r min, pff mann e-bed kwa heñ !

– « Bronnou war 'r valc'h » vis(e) lar(e)t ?

Ya, ma ree 'vel des vagues kwa heñ !

– Ya

Bah ser(te)namant, oa ket stenn penn-ha-benn kwa heñ !

– N'é ket braw labour(a)d ga ur valc'h ar mo(d)-s(e)

Ah nañ-nañ-nann ! Hag e ma reeh un taol bras hag un taol bihen, eh beñ automatiquement, pis(e) un tamm ha vis(e) stenn ha goud(e)-se pis(e) un tamm-ell ha oa un tamm kreus. Beñ ya, med hem(añ) oa tewoc'h. Gouïe(d) walc'h ret, ma skoèh ha digass 'nèoñ war-raog, eh beñ ma jomè un tamm war-lerc'h, hezh vis(e) tewoc'h. Ha kàer pis(e) lemm(añ), eh beñ ho falc'h droc'hè ket heñ !

– Ha pet(r)a zo voien d'o(be)r deus ur valc'h ha n'é ket 'vel zo gleet ? Dall vé lar(e)t, « ur leñwn dall » ?

Ha' droc'h, droc'h ket kin kwa ? Nann

– Droc'h ket kin

Dall-pok vise lar(e)t doc'h heñ, ahe, dall-pok, mann e-bed d'o(be)r ganti kin !

– Ha n'eus ket mod-ell ? « Bronnou zo war'nèi… »

An dra-s(e), nañ-nañ-nañ-nann ! Ha vé, ma pis(e) go(v)elet ho falc'h, laket (a)nèi mad, stenn kwa heñ ! Gwarantet sur ! Eh beñ ale hop, tan dèi ! Ha vis(e) lak(et) ur c'horn-beuc'h

– Ur c'horn-beuc'h ?

Ya, ga dour a vïe lemmoc'h vis(e) ba hezh, ar min ha vis(e) tremp(et) ar min ba hezh

– Ha vis(e) ket lar(e)t « ar min-afel » ? Vis(e) ket gwraet ar min-afel deus ar min-mañ ? Klêt meus…

Ur min, ur min-lemmañ, ur min…

– Min-lemm(añ) vis(e) lar(e)t

Ur min ha vis(e) lar(e)t min-lemmañ kwa, med boñ ! Seto 'benn vis(e), 'benn pis(e) gwraet un eur, pé vis(e) troc'het kalz voenn d'ar mar(e)-s(e) ga'r valc'h heñ ! 'Benn pis(e) gwraet un eur, un eur labour 'chech(añ) war 'r krk ! Eh beñ 'benn-neu'n, ar pezh pis(e) gwraet ga'r, ga'r, war an anne ha reiñ ur go(v)el(ed) gantoñ, ur go(v)el(ed) ba'r valc'h, eh beñ, 'benn-neu'n, fcht ! Ouais, vich(e) ket kin kwa !

– Ya

Ar min grogè ket barzh kin ha droc'hè ket. Ale ! Pich(e) kemed mond d'o(be)r un aseadenn ha tak-tak-tak ha hadkomañs. Oa kemed (a)n dra-s(e) 'vid hadlakad (a)nèi dé droc'hiñ kwa !

– Ha mod-ell, pet(r)a vis(e) gwraet doc'h ar partïou deus ar valc'h ?

Ar valc'h oa un tamm, mond a rin dé zeusken un' doc'h, kar ma'hat meus ket chet(et) ma un', ma un' vi(he)n dé droc'ho… D'ar mar(e)-t(e) ma lapin(ed) ah(e)-gis-s(e), lakèn un tamm melchen, lakèn un tamm melchen dé mé lapin(ed) ahe, ga'r valc'h droc'hèn un tamm

– Ya

Med me, me ma ket passianted dé jom dé (ho)vel(ed), me basseè (a)nèi war, war 'r meule électrique ba-ti mamm Anne-Marie ba du-(ho)nt, reen… Oh ! Me ma un tamm adress d'o(be)r an dra-s(e), seto reüssissèn mad-tre ar mo(d)-s(e). Med goud(e)-se boñ, vïe lak(et) (a)nèi d(é) lemm memes-mod 'è, ga'r min, reen-m(e) un taol min war'nèi. Ha goud(e)-se neu'n, an dra-se neu'n war ur feuilhenn-direnn 'è, oa ket tôl, an dra-s(e) oa, an dra-s(e) oa dir heñ !

– Dir

Beñ ya, ur mod-ell, sur a-walc'h, 'benn dapèh ma feus kemed frêo un tamm frêtenn, un tamm zeñg, bah laki kin (a)naoñ dé droc'h(añ) 'benn kàer po skoiñ war'naoñ heñ! Daw é bi kal(ed) ha stenn 'benn droc'hè kwa !

– Bon !

Ha goud(e)-se vis(e) lak(et) war un, un tr(o)ad-falc'h

– Un tr(o)ad vis(e) lar(e)t ?

Ya, un tr(o)ad-falc'h

– Ha an dornad bi(he)n…

Hezh ? Of, doc'h an dra-se vis(e) gwraet beb-sort hanoiou deuhoutoñ, vise gwraet un dorn(ad), lod larè : « tap(añ) krog ba'r mailh », ur mailh-valc'h

– Peus ket klêt ur, ar mober ?

Nann

– Nann

An dra-s(e) zo un expression-ell deus ur barres-ell

– Deus Velgoad (e)ma

Ur mailh, nann. Matre'n ya ! Med an dra-s(e) goud(e)-se zo ur bronoñsiassïon ur mod-ell dre ma tà ha ba am(añ) ha ba du-m(añ) ha machin. Nann, nañ-nann !

– Ar mailh vise lar(e)t ?

Ya, ya, ya, ar mailh. Ha goud(e)-se neu'n vis(e) fikset hezh war beg ar, ar manche ga un ailhedenn war'naoñ hag ar manche vise gwraet ur faout ba'r manche 'vid repos(iñ), deusken a rin doc'h damai. Gwel(e)t peus ?

– Euh, me meus un', med ur valc'h modern kwa !

Ah, ya-ya

– Ga un tr(o)ad, ga un tr(o)ad-dir

Ya-ya-ya-ya-ya, ya-ya. Med me ma gwraet mé hañi mé-hun heñ ! Ha droc'hè 'hat, me droc'hè, droc'hè ar pezh mis(e) d'o(be)r 'vid mé lapin(ed). Ah ouais-ouais, mad-tre

– Bet, bet meus gwraet ga un' 'vel peus lar(e)t, med ba-ti mé mamm, med torr(e)t é an di(r)enn

Ar leñwn ?

– Ya

Ah ya, beñ an dra-s(e) zigouev. Matre'n pa pik(et) (a)nèi ba'n douar, nann ?

– Oa ket, oa ket mad 'vel…

Oa ket kalite ?

– Yao-yao ! Med ar leñwn oa ket mad kin 'benn mamp ka(ve)t (a)nèi

Ah dakord ! Ah ya, uset oa-hi kwa!

– Ya, ya-ya

Ah ya. Beñ ya, ma oa'i merk(l)eet un tamm m(e)nneg goud(e)-se pé oa-i hadkomañs(et) dé labour(a)d, beñ na ket merch(e)t kin (a)nèi kwa ! Vis(e) daw chech(añ) mïoc'h war'nèi hag e beñ, sufïant oa bet gwraet un tamm bi(he)n e beñ « salud Marcel ! »

– Un ouvrïer na gwraet un tamm « soudure » dèi, med oa ket, oa ket tro-walc'h kwa !

Oh bah nann heñ ! Bah nann heñ ! Bah nann… Ur machin ar mo(d)-s(e), gwec'h-ell vis(e) soud(et) ur valc'h heñ ! Med mé dad na gwraet ur wech 'hat ! Oa-hi peus-ne(ve), ur valc'h peus-ne(ve), seto ree droug daoñ chet(añ) (a)nèi ba'n déchetterie 'è kwa heñ !

– Ya-ya

Ha na soud(et)-hei, med d'ar mar(e)-s(e) vis(e), vis(e) gwraet soudure-brésure ha traou ar mo(d)-s(e). Kar brem(añ) ma (e)ma-hè d'o(be)r ga électrique du-(ho)nt. N'eus ket deuh mekanissianed ha' oar 'h o(be)r traou ar mo(d)-s(e) kin ! Med gwech-ell, wa'r maes oa mekanissianed ha…

– Ha marichaled ?

Ar marichal, ser(te)namant ouiè 'h o(be)r traou ar mo(d)-s(e) kwa heñ ! Ha vis(e) gwraet an dra-se un (???)

– Pe-sort mod vis(e) gwraet just ?

Pe-sort mod, meus ket gwel(et) 'h o(be)r, med ga brésure heñ 'vid reiñ-hè. Ha oa voien dé (ho)vel(ed) (a)naoñ war-lerc'h ha' droc'hè memes-mod heñ ! Ah ya-ya. Med ma vis(e) us(et) ar valc'h un tamm, eh beñ vis(e) chet(et)-hi dé val(e) heñ ! Med d'ur valc'h ne(ve) zigoueè a-wechou heñ ! Tap(ed) ur piquet-hou(a)rn pe ur min, ur min gwenn pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e) kal(ed) kwa, ale klak ! Doc'h ar mod dapè (a)nèi, eh beñ oui, ree ur faout ba'r, ba'r valc'h ha goud(e)-se beñ, baisée Marjann kwa heñ !

– Ya

Voilà, voilà, ar mo(d)-se oa

– Ha klêt peus lar(e)d « ar vlerum »

Ah ya, (b)lerumañ (a)nèi ?

– Ya

Me ree ar mo(d)-se mé hañi 'vid, 'vid goneo amzer kwa heñ !

– Ha pe-sort mod laret ?

« Passeo (a)nèi war 'r (v)ler(u)m », (b)lerumañ ar valc'h hag ar valz reen 'è. Med skoièn ket war'nê ha me ree ga'r, ga'r (v)ler(u)m elektrik, basseèn (a)nè. Med daw vïe mond doustadig, daw vé gouïed 'h o(be)r kwa ! Mod-ell oc'h gouest dé us(añ) toud ho… Ba dow pe dri munud oc'h gouest dé us(añ) toud ho falc'h pe ar valz ha droc'hi ket tamm e-bed gwelloc'h kwa heñ ! Daw, daw bi abitüet 'benn 'h o(be)r an dra-s(e) heñ !

– Ya

Ya-ya ha mond just, ha reiñ un tamm, un troc'h dèi kwa heñ ! Wa'r (v)ler(u)m, d'o(be)r (a)nèi penn d'egile war, derc'h(en) (a)nèi wa'r memes dimañssïoun ha basseè mad-tre heñ !

– Mé zad-kozh na ur (v)ler(u)m ar mo(d)-s(e) 'vid ar goutilli. Med esseiet ma (b)lerumañ ar goutilli, med n'oun ket, n'oun ket gouest d'o(be)r !

Daw, daw é kaoud, daw é kaoud un tamm mecher 'benn 'h o(be)r an dra-se ! Me ouiè 'h o(be)r, kar mé dad na bet disket din

Hoñzh oa hi micher ampeséres

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un bet gwraet ganen-me ar wech-mañ ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




– Ar wech divé pa kaojeet deus an ampes, an ampes 'vid ar…

Ya

– 'Vid ar c'holiirou

Ya

– Ha peus ket klêt kaos deus un ampeséres ?

Eo !

– Pet(r)a é an ampeséres ?

Daon ! An ampeséres é an hi(n)i vije 'ampesiñ koefou ar merc'hed. Me meus choñj klêd ma mamm à lared, pedur mamm a lakeè koefou pa 'h ee da… Daon ! Pe-sort ti 'è mé-keres ! Hag a lare diñ :

« Oh ! N'onn ket bet barzh ti an ampeséres »

Ha oa an ampeséres zo, barzh Skrigneg oa Chef Tosser hi hano. Oa ket kalz a verc'hed hag a ouïe o(be)r se hañ !

– Ha ga pet(r)a vije ampeset ? Ga pe-sort oustilhou ?

Ga da visïed !

– Ah ! Ga da visïed toud ?

Ga da visïed. An ampes, mé-keres, a vé distrempet barzh dour klou(a)r hag deuh an ampes a lakes vije léger ou met(r)amant kaled pe…

– Skañw pe kaled

Deuh an ampes a lakes ba'h an dour 'e ! Pet(r)a vé gwraet deus diluer

– Distrempañ ?

Distrempiñ ya, just a-walc'h ! Ha goude neuhe a lakes e-barzh ar c'hoefou metramant les napperons pe vorz-pet(r)a… Pezh a hé c'hoant d'o(be)r ! Hag ga da zoworn neuhe, mé-keres…

– Ya, da remüiñ 'nê kwa !

Ya ! Beñ lakes 'nê barzh hag… Pe-naos 'h esplikin-me dit-te… Daon ga zorn a zizoures anê mod-se, houzoh walc'h ha goude neuhe, beñ da zispenn anê, mé-keres, un tamm da reiñ o form dê ha goude neuhe feriñ 'nê raog vijent re sec'h ! Sete neuhe goude hi gemere ar form 'vid… Med an dra-he oa dilikad d'o(be)r hañ ! Ha surtoud, 'zhpenn se, a ree an dra-he ga glow, ga ur fèr ha glow barzh

Med an dra-he oa ur vicher

Hoñzh a oa hi micher an dra-he

Ah ya ?

Ya, oh ! Med kàer walc'h e vije gleèn ma mamm à lared kass ar c'hoefou da ampesiñ, « me 'h a da gass ma c'hoefou da ampesiñ ». I(nt), ba'r yêr, vijent kannet, mé-keres, ar c'hoefou, heñ ? Pa vijent net na vij(e) ket kasset dèi, med me meus bet gwraet am(añ) 'è, me meus bet gwraet amañ hi-m(añ), me meus ampes ahe his-se

Gwerzhañ vïou hag amann

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Sant-Wazheg gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pé oah komañset oah deut pa saout ha moc'h ?

Ah ya ! Ah ya ! Saout oa deut ganomp, pigur pé oamp-nin chom ba bourc'h Speied oa pemp beuc'h ha dow lon-keseg

– Ar saout vis(e) goret ga'n dorn ?

Ah ya !

– Ha pe-sort a ree ar laezh 'n-ur goueo ba'r c'hilhorn ? Pé vis(e) ur veuc'h mad vis(e) un trous braw, nann ?

Ah ya ! Oh ya !

– Ha pe-sort trous vis(e) laret ?

'Benn skoie-hei, 'benn-neu'n vïe ket trous braw ga(t)i

– Ha ba kalz a blassou vé laret : Ar laezh ree un droñs douss 'n-ur goueo ba'r c'hilhorn, peus ket bet klêt se ?

Nann, an dra-he meus ket bet klêt, nann

– Ha 'hend-ell ree kemed un tamm flip-flip pa vïe…

Ah nann ! Ma vé ket kalz gati, teu ket laezh maes d'ar vronn sur ! Nann

– Ha pe-sort mod vis(e) laret ? Laezh flip, flip, laezh-flipet, nann ?

Ya matre'n… Deus an dra-he meus ket bet klêt

– An dra-s(e) peus ket bet klêt ?

Nann, meus ket bet klêt, nann

– Ha neu'n vis(e) gwraet an amann ?

Ah ya ! Ha vïe daw dïennañ 'nèoñ c'hoazh a-raog

– Ha pe-sort mod vis(e) dïennet ?

Ah ! Ga'n ekremeus !

– C'hwi peus bet un ekremeus 'vid ar wech toud ?

Ya, dorzhtu ! 'Vid ar wech toud, ya. Ya-ya

– Ha vis(e) ket ràet un hano e brezhoneg ? Vis(e) ket laret « an digoènéres » ?

Nann, nann-nann, an ekremeus zo bet gwraet d'anèi 'vid ar wech toud. Ya-ya, me meus ket bet 'è dïennet laezh ba podisi (aha)naon, lod a ree ! E vïe laket-heñw ba'r bodes ha vise dïennet ga'r l(o)a-bod, ya-ya, med nann… Me è, meus un ekremeus dorzhtu dé gomañs

– C'hwi oa modern ?

Matre'n, ya. Ya-ya

– Un tamm avañs war ar re-ell ?

Ya, ya-ya ! Hallev be how…

– Ho tud oa tud aes un tamm ?

Oh beñ… Yè-yè, oamp ket re maleürus, nann-nann… Med kalz oamp laron doc'h, pigur omp bet deg

– Ha ba pet(r)a vis(e) gwraet an amann ?

Hag dé gomañs oa ur ribout ha' vis(e) skôet ar mod-se gati ha setou goud(e)-se 'benn môa chañchet mé ribout neuhe, oa un' ga ur pannel barzh, vis(e) trôet ha é mod-all. Med dé gomañs oa ur pou(d)-fer un tamm ahe, ma peus c'hoant, a-wechou vïe daw bi pell 'tigass amann barzh ! Vïe daw skoiñ alïes, med goud(e)-se, 'benn oa kemeret an heñi oa pannili barzh, houzh teue founissoc'h

– « Pannili », pet(r)a é « pannili » ?

Eh beñ un tammou koat ha tammou koat bihen barzh

– C'est une hélice ? En fait c'est comme ça ?

Oui, oui

– Pannili

Oui
, pannili oui, ya ha setou neu'n vis(e) trôet ga'n dorn ha sete teue founissoc'h

– Ha wechou vis(e) ket aes pé vis(e) re yin ar c'hoèien pe re greñw ?

Oh ! Wechou vïe daw bi pell 'tigass 'nèoñ, ya… Wechou vis(e) pell 'tigass 'nèoñ

– Ha deus an hañw vis(e) laket an dïenn ba'r puñs… ?

Beñ nin lake hor heñi, pass ba'r puñs, med ba bord ar puñs vïe laket ar pod-dïenn, pigur 'benn oan ba'n ti-all, en(e) oa ar puñs tre-kichenn an ti ! He setou ene vïe laket an dïenn war bord ar puñs, setou ene vis(e) fresk dê

– Ha hoh mamm 'h ee dé werzh an amann goud(e)-se, pe… ?

Oh ya ! Ya-ya, an amann vis(e) daw gwerzhañ 'nèoñ

– Ha vïou 'è ?

Ya, vïou 'è hag ar yir, 'benn 'h eer d'ar foar vis(e) dow lon ba'r paner 'hond d'ar foar

– Dow lon ba'r paner ?

Ya, ya diw yar pet(r)a ! Petram 'è matre'n wechou vïet ket, vïent ket, med… Ya-ya, med kontuniañ…

– Ha p(e)-lec'h 'h ee d'ar voar, dé 'r C'hastell-Ne ?

D'ar C'hastell-Ne war-droad, 'h eemp d'ar C'hastell-Ne

– Mond a reeh un neubeud deus an ti pe… ?

Ah pass ! Mé mamm 'h ee hi-hun d'ar foar !

– Ha dow benn-yir vis(e) gwraet ?

Ah ya ! Ya-ya, kontuniañ ree dow ga(t)i ba'r paner

– Ha pegem(ent) amann ?

Ah ! Med an amann vis(e) gwer[zhet], lesket ba bourc'h Sant-Wazheg

– Ah ya

Ha gad an amann oa klïanted dèoñ ba'r vourc'h pet(r)a !

– Ar vïou 'è chome… ?

Ya, ya-ya. Med ar yir oa daw mond d'ar C'hastell-Ne

– Ha mond a reeh 'fetepañs da werzhañ dow benn-yir ?

Oh ! Med houzh yê da brenañ traou !

– Ah ya…

Dé brenañ traou 'n-heñi yêr lar vé aet-hei d'ar foar

– An dra-s(e) oa ur gwal devezh ?

Oh yè ! Oh yè

– Ha un devezh mad, prenet vis(e) traou d'ar vugwale ?

Beñ daw vis(e) ober

– Bomboniou ha traou vis(e) digasset doc'h ?

Ah pass bomboniou vis(e) ket kalz !

– Ah nann…

Oh nann… Dilhad !

– Dilhad…

Ya

– Ha kafe ha chicoré ha traou ar mod-se ?

Ah ! An dra-he vïe daw kaoud : Kafe, chicoré ha sukr

– Ha toud an traou vis(e) gwraet ga erc'hent an amann ar mod-se

Ah ya

– Ah ya

Ya, ar mod-se vïe daw ober… Zepand an dra-he 'n-heñi na dow benn-yir 'vid kaoud un tamm arc'hant dé brenañ traou

– Med ar yir oa bew ?

Ah yè ! Ar yir, bew vïent sertenamant 'vat !

– Ha debet vis(e) vïou war ar maes ?

Oh ya ! Wechou vis(e) gwraet

– Ah ya

Oh ya !

– Ur wech ar su(zhu)n pe… ?

Oh ya ! Ya-ya, 'vel pé vis(e) gwraet krampouzh vïe laket vïou ba enne 'è

13/07/2016

Gwerzhañ traou ba'r marc'had

Fenos vo laket un drideg añrejistramant, med un' bet gwraet ga Ch. Fer ga P-M. ba Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha pa vis(e) gwerzhet ur lon vis(e) ràet erc'hent ar chañs ?

Ya

– Ha vis(e) ket ràet un hano-ell d'an dra-se ?

Nann, erc'hent ar chañs vïe roet, ya…

– Erc'hent ar chañs, pegement vis(e) ràet ?

Oh ! An dra-he zepande deus pris ar lon 'e kwa ! Oh ! A-wechou vïe roet ugent real, a-wechou vïe roet deg lur, med añfeñ, med 'benn-neuhe vise…

– Ha pet(r)a zo moien dé lared pé tàe un dèn dé wel 'han(o)h ha lake ur pris ha' houlle 'ziganoc'h pegement peus c'hoant da gaoud 'vid an tarw-se ?

Ya

– Ha pé larer ur pris ha pé lake 'naoñ doc'h duzhtu, pet(r)a vis(e) laret ?

« Tapet é ba'r lass » vise laret

– Piw zo tapet ba'r lass ?

An heñi oa 'werzhañ !

– Ça, ça plaisait pas ?

Non, puisque on supposait après qu'il avait donné trop bon marché quoi !

– Et si je vous dis : « Tapet é ba e houl » ? C'est pareil ?

Pareil
, tapet é ba e houll 'e, ya

– Autrement, si quelqu'un vous met un prix, un prix élevé et vous refusez de vendre et après, ben il ne revient plus vous voir

Ah non ! C'est « il a salé quoi ! »

– Ha pe-sort mod vé laret neu'n ?


Ah ! Laket zo holen daoñ warne, ya

– Laket so holen daoñ ?

Holen

– War e lon ?

War e lon, ya

– Ha pe-sort mod bassee an traou war-lerc'h ? Goud(e)-se vis(e) daw reiñ 'nèi 'vi(d)… ?

Oh ! Beñ goud(e)-se vïe daw da roiñ 'nèi marc'hadmatoc'h kwa !

– Pé vis(e) echu ar marc'had tàe war e gis ?

Beñ just a-walc'h ya ! A-wechou, oh ! Wechou, a-wechou-all teue ket 'e !

– Ah nann

Oh nann !

– Med an heñi vis(e) lak(et) ur pris mad daoñ na ket c'hoant da werzh ijelloc'h goud(e)-se ?

Nann, goûd a hounn, med a-wechou vise red da reiñ kalz marc'hadmatoc'h deuhoute

– Pet(r)a lare ar marc'hadourien pé vijent klask chech ar pris war an traoñ ? Rabat(añ)…

Ah daon vïe laret : Red é dit rabatañ !

– Ah ! Red é dit rabatañ…

Ya

– Ha rabatet vis(e) alïes ?

Oh daon' ya ! Oh ! Kustum vis(e) rabatañ un dra m(e)nnaket dalc'hmad

– Ah ya, neu'n vis(e) goullet mïoc'h papred ?

Mïoc'h vïe goullet, ya

– Ha an dud ouïe a-peu-prè poues ar loned ?

Oh ya ! A-peu-prè, a-peu-prè…

– Ha pa vis(e) ar marc'hadourien 'sell deus ar loned vijent kaoud faot barzh enne ?

Ya

– Vïent klask toud ar sïou possubl ?

Ya, klask ar si ha…

– Ha pet(r)a laregn neu'n ?

Beñ lar oa ket deus ar re-wellañ, oa… Mank a ra daoñ ba e feskennou, mank a ra daoñ ba i gein, mank a ra daoñ ba… Petram é ur lon, re hross é, añfeñ an dra-he zepand kwa !

– Ur lon re hross é ?

Ya, med pé vise… An dra-he zepand deus ar mod vise stummet ar lon kwa ! Hag deus ar mod oa ar c'hig war'naoñ. Be zo rassou-loned, houzoh walc'h, ha' zo mïoc'h a gig warne 'vid war ar re-all ha be zo re-all 'e ha' zo mïoc'h stummet 'vi(d) ar laezh ha 'vi(d)…

– Ha pet(r)a vis(e) ur lon parfed neu'n ? Pe-sort mod vis(e) ?

Beñ an dra-he zepand deus ur lon, pe-naos vanke dit kwa ! Pugur mank a ree ur lon dit 'vid ober kig petram vïe un' 'vid ober laezh

– Ur lon 'vid ober kig, pe-sort mod vis(e) gwraet pé vis(e) echu ?

Oh beñ heñ vis(e) kiged-mad ba e gorv 'e toud kwa ! Surtoud ba e fweskennou un tamm, un tammou mad vise ba'r fweskenn dalc'hmad

– Ha lardet mad é ? Vanke ket lard ?

Ah ya ! Pass ya, med neuhe vise laret vïe re dru ma vïe re lard, ya

– Ha vis(e) un toull war-lein i gein ?

Ya, just a-walc'h 'vid, neuhe 'vid… A-wechou meus bet klêt lared 'e war lod deuhoute vise, ken lardet 'vel vis(e) vé bet voien da lak ur litrad-dour, jome ur litrad-dour war o c'hein, ya

– Ya, an dra-s(e) meus klêt 'è

Ya

– Ha pet(r)a vé laret pa vegn ket echu war 'n tu raog ? Pe ma vegn leden war an tu raog, n'ouzon ket…

Beñ alïes, dalc'hmad vé ar loned-kig, houzoh walc'h, war ar c'hein ha neuhe ar fweskenn oa ar mignañ (a) gig toud barzh

– Ha ma vis(e) re dreut neu'n ? Wechou vis(e) daw gwerzhañ 'nê goud(e) vijent ket echu ?

Oh ya paotr-powr ! Ya, med ar re-he vïe ur pris ijelloc'h neuhe !

– Ah ya, comment on dit « on était obligé de les brader alors » ? Red oa…

… Stokañ 'naoñ

– Red oa stokañ 'naoñ…

Ya

– Red vis(e) stokañ loned ?

Ya

– Pa vis(e) emm erc'hent

Pé vis(e) emm, pé vé emm an erc'hant, ya

– An dra-s(e) vis(e) trist hañ !

Ah ya ! An dra-he vïe trist, ya

– Ha peus ket bet klêt « stropañ 'naoñ » ?

Stropañ 'naoñ, eo ! Stropañ 'naoñ

– Memestra é ?

Ya memestra, ya

– Ha pet(r)a vé laret deus un dèn ha' tàe da wel 'han(o)h da bren(añ) ur lon ha' lake ur pris doc'h ha goud(e)-se 'h ee, tàe ket war i gis ? Vis(e) gwraet ar marc'had ha-toud

Ya

– Ha goud(e)-se sur walc'h a ga(v)e daoñ na laket re…

Heñ no re gér

– Ya, hezh n'é ket deut war i gis, hezh zo aet… ?

Ya-ya, ah nann ! Sallañ 'naoñ neus gwraet

– Ya, med pé tàe ket war i gis, pour dire il regrette, sallañ 'naoñ neus gwraet, c'ui-là il a fait volontairement

Oui-oui

– Pour vous embêter

Ouais

– Mais celui qui vous a mis un prix et puis qui après tout compte fait il regrette et il ose plus se montrer quoi ! « Hezh zo aet ba i voutou », vous avez… ?

Justement oui !

– N'eus ket moien da lared traou-ell ?


Nann, aet é ba e voutou, ya

– Y a des expressions pour dire « c'ui-là il a super bien vendu sa bête, on lui a surévalué sa bête, surestimé » ?

Ouais, c'est ce que je t'avais dit tout à l'heure s'il était
, hennezh… Sallet é e lon

– Ah ouais, sallet é e lon

Ya

– D'accord et quand il y avait 10 000 francs d'écart sur la bête, comment on faisait avec le marchand ? À la fin on faisait la poire en deux ?

Ah oui !

– Ha pe-sort mod vé laret se ?

Ben le marchand, il disait
 : Un hanter-re houlles 'vid da lon

– Et comment, en français on dit : « Bon allez ! La poire en deux et puis on arrête là ! » Pe-sort mod vé laret se e brezhoneg ?

E brezhoneg ?

– Ya

Troc'hañ 'naoñ dre an hanter kwa !

– Ah ouais, troc'hañ 'naoñ dre an hanter…

Dre an hanter, ya

– Ha an dra-s(e) vis(e) gwraet alïes ?

Oh ya !

– Ha war-lerc'h ar foar 'h ee 'n dud d'an ostiliri ?

En général ya !

– Ga erc'hent fresk ? Tàe ket toud d'ar gêr ?

Oh ! Gan erc'hant ar loened, ar re-s(e) vïent ket fouetet gwal alïes, med un tamm moni vïe ba'r porte-monnaie kwa ! Ya

– Ba kareis zo bet gwelet tud ha' tàe d'ar gêr heb o erc'hent

Ah ya…

– Ga toud an ostiliriou oa…

Ah ya !

– Oa nonteg ostiliri tal-kichenn ar gar ha toullou 'hend-ell c'hoazh hag ar baotred ree an dro ha ouïent dar(e) lar vis(e) heb an erc'hent

Ah ya ! Med pé vé mew an dud neuhe a-wechou… Ha be oa re-all, be oa ur rumm-all neuhe da-houde hag a'h ee da glask merc'hed hag a…

– Ya, ba Kareis vis(e) ar mod-se heñ !

Ba Kareis 'è… Ha vis(e)…

– Ha bi zo tud ha' lare diñ lar pé 'h eent d'ar voar vis(e) stag an erc'hent ba'r godell ga ur spilhenn, « les billets »

Ga lod, ya

– Ga'n owen da goll 'nê

Ga'n owen da goll 'nê, ya

Laket meus 'nèi ba'h ar gabined !

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet ganen-me ar wech-mañ ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




– N'é ket barzh ur machin-pardon ha' peus ka(v)et an dra-he ?

Ah nann

– Pugur ar mod-se vé gwraet 'vid taped traou

Ya !

– Ha na hounees ket james…

Ahaha ! [paf !] Sell !

Ah ! Ur lahéres !

Ha n'é ket ah(e) é aet ?

Yeo ! Aet é ba an assïed

Eh ! Marw-mig é !

– Ya

Marw-mig ya

Marw-mig

– Ya, gwraet ur frik dèi !

Ya !

Frigasset

Ah ya !

Chet anê ba'n tan !

Ça c'est une anecdote, la pince à prendre la sucre là !

– Ya


Daoust ha-hañw gallin lared dec'h in brezhoneg… Aet oa un' da Baris 'è mé-keres, matezh, diwar ar maes

– Ya

Sete oa matezh barzh ti un intron ha barzh ti an intron-se vije ar c'hoa(r)i-kartou beb su(zhu)n, re-gozh ba'h hi zi ! Teue da c'hoa(r)i-kartou. Setu hi lar d'ar vatezh vihen ar mod-se :

« Ma ! » Lar dèi, « 'benn ar wich-all, 'benn (d)iryow gentañ » lar, « pa teuy ma c'hoñsorted amañ da c'hoa(r)i-kartou » 'n-hin(i) a lar, « ahe zo un' deusoute » pudur oagn re-gozh, « ha hezh zihan ket » 'n-hin(i) a lar, « hezh so, pad vé c'hoa(r)i-kartou, n'ounn ket ped kwich a'h a da staotad ! » 'N-hin(i) a lar, « hete… Ha n'é ket deuh an netañ toud » 'n-hin(i) a lar, « Bon ! Set' (v)o red dit hat » a lar da houm(añ) ar mod-se

Pudur vije, 'n-ur c'hoa(r)i-kartou, vije rôet ur boesson tomm dê 'è mé-keres, sete houmañ ga(v)e dèi, boñ ha lare dèi :

« Red (v)o dit 'ha ! » 'N-hin(i) a lar, « kar hezh 'ha ! » Lar, « n'é ket net, sur a-walc'h we(l)c'h ket i zoworn hag (v)o red dit lak la pince, tap ar pince ! »

« Bon a'ha ! » Na joñjet houmañ

Med daon ! Pa oa bet ar re-mañ c'hoa(r)i-kartou, debet oa mer(e)nn ha-toud hag an intron na wele ket ar pince nimblec'h e-be(d) ! Hag an de goude pe int aet-kuit neus reprenet anèi ha neus laret dèi kara :

« Daon ! Ma ket laret dit Isabelle lakad la pince ? » Lar, « pedur, houzoh walc'h lar… Laret ma dit ar su(zhu)n-all ! »

« Daon 'ha intron ! » Lare-houmañ, « laket meus 'nèi ! » Lar

« Laket heus 'nèi ? »

« Daon ya ! Laket meus 'nèi » lar, « ba'h ar gabined ! » Lar, « pudur ha laret din na welc'he ket i zoworn pa 'h ee da staotad ! »

– Aha ! Blam da daped e…

Ah ! Kaoud a ree dèi, pedur na laret dèi welc'he ket i… Sete ma'hat houm(añ)-yowank na komprenet ma'hat : Ga hezh 'n-hi(n)i dape 'naoñ ! Ahahaha !!! Med re-wir é te ! Eh ! Ahaha !

– Memes heñi é ? Ahaha !

Ahaha ! N'ounn ket, n'ounn ket hañw é memes hini é…

Un' brassoc'h

Ah ! Aha ! Ah ya ! Chewsus ! Lar ! Oh goûd a houz(e)s pa 'h a ar re war ar maes da zigentañ da vitijen

– Ya

Ba'h ar c'hêriou, eh beñ neugn kalz a draou da ziskiñ hañ !

Ya

– Beñ ya sur !

Oh beñ didoñ ! Ya-ya ! Kar war ar maes vije ket traou mod-se, kompren a res ? Heñ ?

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog