Klask komjennou ba'r blog

30/06/2016

Kanañ ha diskanañ ba ti ar re-gozh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




Dec'h oa Suzanne ahe his-se, pa ma laket war an daol dèi kakaouèt, lar diñ :

« Me n'on ket 'vid dibiñ an dra-he »

« Daon ! » Laron dèi, « Heus kemed lakad 'nê barzh da hinou ha tramouilhañ 'nê pad ur reujad hag ar reñ-he 'h ay d'an traoñ goude ! »

« Pet(r)a ?! » Lar din

« Ah ya ! Tramouilhañ 'nê barzh da hinou »

– Ya

Les ramollir !

Ah ya, tramouilhañ

– Ya-ya

Ouais voilà ! An dra-he zo tramouilhañ

– 'Vel an heñi neus ket dant kin

Ya, 'n hin(i) neus ket a zent kin é red daoñ tramouilhañ ba'h i hinou 'benn lonkañ 'nê, houzoh walc'h

Suzanne 'h a mad ?

Ya ! Dec'h oamp assames hon-diw

Ah !

Pudur dec'h oa deut… Samuel oa na telefonet din da houll diganiñ…

Ya, Gurvan neus laret din, ya

Ya, 'hañw oan lipr, oa moaien daoñ da zond ahe demp d'ond da wel(ed) Valentine, n'anvee ket Velentine c'hoazh hag a na c'hoant da wel 'nèi. Deja bremañ zo c'hwec'h mis so oa deut ahe 'vi(d) an dra-he, med daon ! Oan ket lipr… Sete me ven ket lipr dalc'hmad, houzoh wac'h, ma laret daoñ :

« N'on ket 'vid mond (a)ssames ganes »

Hag oa ket 'vid go(r)tos pudur hañw goude, an de war-lerc'h n'onn ket pet(r)a na… Set' ha hañw lar din :

« Boñ neuhe a'h añw d'ond » lar diñ, « da Calais »

Ha é bet kajimant c'hwec'h mis ene 'wel pe-naos (e)ma kont ! Hag gwel(et) meus poltrejou gantoñ, n'eint ket braw toud hañ !

Ha aet oah ga Suzanne neuhe ?

Sete me meus telefonet d(a) Suzanne neuhe, pudur 'benn na laret din teuche, dec'h oa kom…

« Med heus kemed dond fenoñs ! » Laron daoñ, « voilà ha deus d'i lein hag a'h efomp goude lein tro teir eur, 'benn-neuhe (v)o gwraet hi c'housk gati kwa ! »

Ar re-gozh, houzoh walc'h, ra o c'housk, set' 'n-om ga(v)et ahe teue da ma choñj :

« Me 'h a da delefon(iñ) da Suzanne da weled 'hañw n'é ket gouest da zond »

Kar teug é an nén beañ ga un' i-hun, me gav teug an dra-he. Setu pa vé un'-all, houzoh walc'h, surtoud pa vemp à tibiñ (a)ssames ha-toud ! Ha Suzanne just oa lipr, set' é deut da zibiñ lein (a)ssames ganemp ha goud(e) é deut (a)ssames ganemp neuhe da wel(ed) Valentine

Ga Samuel

Ya, sete Valentine 'ha ! Da zigentañ pa oamp e(rr)i, 'tond deuh hi c'housk a oa ! Oa ket, oa ket fessonet gwal vad a'ha ! Oa ket hi dent gati, oa ket hi dilhad gati, oa ket eh ! Oa ket hi apareilhou gati, 'vel vé… Oh ! Kajimant ma ket anveet 'nèi, med goude neuhe ni meump gwisket hi dilhad dèi hag a lared dèi lak hi dent ha-toud ha ni zo komañset da ganañ dèi ba'h ar gambr. Ah ! Neuhe é ressussitet ahe Valentine ! Oh ! Ni, Suzanne a gane ha me ziskane war-lerc'h

Ah ya !

Ha Samuel oa i vusik gantoñ 'è, het' omp komañset 'ha da sonañ ha da ganañ ! Oh ! Med cheñchet na 'velt un'-all 'n hi vlass ! Eh ! Ha tre-lem a ganomp dèi a teue da joñj dèi didoñ !

Ah ya !

Heñ ?! Fentus é gwel(ed) heñ ! Hete ni gane dèi :

« Me meus ur c'hazhig bihen rous… »

Hag a responte

« Hag a zo tañgn ! »

Hag a ni oa komañset neuhe ! Ha goude p(a) oamp diskennet é diskennet (a)ssames ganemp d'an traoñ, pudur 'benn-neuhe oa deja pemp eur-hanter. Oh daon ! Pell oamp bet 'hat ! Da c'hwec'h eur oa 'benn oamp deut (a)hann ha oamp aet tro teir eur hag un dra mennañket… Sete oa ba'h an antre ene, ma haotr-kaezh-mañ ! Hag ar re vé 'n-om okupiñ 'veldit 'è deusouti ha neuhe un' deuh ar chefou oa ene 'è, neus gwelet 'nèi ene hag a lar dèi kara :

« Daon 'ha ! Fenoñs zo deut tud da wel 'han(ou)t ! »

« Hañ ya ! » A lar, « hag ar re-mañ diannañ » lar Valentine, « ar re-mañ gan hag a zañs ! »

Het' ha hañw lar demp kanañ un tamm, set' Valentine, pudur bremañ neuhe ur… Da zelc'hen 'nèi 'n hi saw oa, houzoh wac'h, pet(r)a vé gwraet deuh an dra-he ?

Un déambulateur

Ya ! A na ha komañset Valentine 'ha da ganañ war-greis an abatu ene ha het' ha ni a responte dèi ha ni z(o) komañset da zañsal ! Ha deut diw-all da zañsal ganemp deuh ar re oa ene hag ar re-m(añ) oa 'fotografïañ 'ha(no)mp ! Samuel lar diñ oa un' deuh ar mest(r)ou… Oh ya ! Un' yowank 'ha ! Pudur neus goullet digantoñ 'hañw oa ket kontant d'ond un devezh da gontañ gate ha da… Voilà ! Med hemañ a lar

« 'N ur momant » 'n-hin(i) a lar, « laron ket la tin ket » lar, « med ar momed-mañ n'on ket 'vid dond da gaoseal brezhoneg gate ha da ganañ ha da… »

Añfin toud kwa heñ ! Sete hign a lar 'è :

« Oh ma Doue ! Daon ! Cheñchet é toud ! » 'N-hin(i) a lar

Ar ganowennou zo bet chomet ba'h hi spered hañ ! Heñ ? Ha goulskoude eh didoñ ! Triwec'h la neus bet ha pevar-ugent !

Triwec'h ?

A neus bet ba le mois de mai

1918 é ganet

Oui

'Vel ma mamm

Hañ ya ! Me lar dit !

Med deus pe-lec'h é Valentine ?

Ah deus Skrigneg

Pe-lec'h é ganet ?

Amañ barzh Skrigneg

Ah ! Barzh Skrigneg ?

Ya !

N'é ket deus Uhelgoat

Ah nann-nann-nann ! Uhelgoat oa é bet pad pell, ene oa ba'h ar skol 'h o(be)r boued ha… Ah nann-nann ! Deus Skrigneg é

29/06/2016

Ober jistr ru ha souchenn ga luss

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba ti-P-L. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– 'H o(be)r a res jistr ?

Jistr ? Ah beñ… Dow la so meus ket gwraet

– Moien zo dit d'esplik in brezhoneg pe-sort mod vije gwraet ar jistr ?

Pe-sort mod vïe gwraet ar jistr… Boñ, daw vïe despun 'n avalou deja ! Ha lakad plant d'o(be)r avalou d'o(be)r ar jistr hag ahe his-se ma nomp gwraet peu-prè hanter-kant sort, nomp grefet hag lod so gwelloc'h 'vid lod-all, heñ ? Hag a ni lak ar Marie Ménard, Sant-Brieg Ru, tà deus Saint-Brieuc sans doute, ma dad na d'ar reñ-s(e) deja ba'r Restmelvet hag a ree, ar reñ-he ree chistr mad. Hag un' lare din n'eus ket pell zo ba Landelo, ba ur feurm oa Sant-Brieg Ru hag ur bern re-all hag ar bla(v)ezh-te oa ket avalou (ne)med ar Sant-Brieg Ru ha na gwraet jistr ga Sant-Brieg Ru ha nïent ràet jistr liw ar gwin hag kreñw ! Hag poan-kalon goud(e) lein, d'inderw oa 'h aret(et) an devezh pugur toud an dud oa mew ! Pugur ar gwin oa mad, set' a event gwin kwa ! Ha daw 'h aret an devezh, kar ar gwin gwraet ga Sant-Brieg Ru…

– Med gwin pe jistr ?

Pass, ar jistr ! Vïe gwraet jistr hag ar mis-mañ ma beked kaoud ar variété ahe ha un' na laret din, ba Kergonan oa kichenn Motreff du-(ho)nt zo ur wênn ha on aet da wel war ar just ti ar mêr ! Ha oa kuit, kuit ga 87 ahe gis-se ga'n tempête oa bet ahe hag oa-i o hond da vervel ha ma gallet despugnañ teir grefenn ha ma grefet goud(e). Hag a ràen d'ar mêr de Kareis, Rohou, un da mêr Motreff, Tréogan tu vois, ar re-all meus laket ahe gis-se, moien da wel ar wênn ahe ! Ha ra da grefiñ on 'boe beb la kwa ! Sete ni gemer ar grefoniou ha 'vid da href(añ) ar variété, sete Jean-Marc werzh d'ar reñ-s(e) neu'n. Boñ ha me ra jistr amañ gi-mañ gad Douce Coat ahe deus Côtes-du-Nord, Douce Moën 'n Île-et-Vilaine ha' ra jistr mad 'è hag a Douce Coat, Douce Moën, Marie Ménard… Peau de Chien, Kroc'hen Ki ! Oh Kroc'hen Ki zo mad-tre 'è ! Hag ar variété oa bet eñterdisset ga'r gouvernamant blam oa sañs(ubl) d'ar chankr, med amañ ba'r vro n'eus ket, n'eus ket mïoc'h chankr 'vid ar re-all ha bremañ é otoriset da werzh(añ), sete Jean-Marc werzh. Me ree jistr gad se ! Me meus ur pressouer ba'r c'haw, deus an a(ba)rd'hê pé echuen ma zevezh valen 'n avalou

– Ya, ga ur valéres ?

Daw da droiñ ar valéres, ya hag da lesk pad an noñs ba'r pressouer kwa !

– Ya

Ar pressouer gad des claies kwa heñ ! Hag d'an de war-lerc'h neu'n vé gwasket

– Med un dorchenn vé gwraet 'e

Un dorchenn, ya

– Un dorchenn pet(r)a ?

Pass plous, gwech-all reent plous, me lake ba un ???? n'é ket daw lak(ad), n'é ket daw lak(ad)…

– Med me meus klêt un' lared a ree ga rouejou, ga « filets »

Ah ya ! Ah ya ! Lod a ra ga filets, ya

– Ya

Aessoc'h heb plous 'vel ar plous teu lous alïes 'e hañ ! Oh ! Plous brein wechou !

– Ya ha pezh neus laret, n'é ket uvel a-walc'h ar plous bremañ 'vel vije gwech-all, n'eus ket…

Ah nann ! Gwech-all, ni a ree an dra-he ga plous-segal

– Ya

Hag ar segal oa uhel kwa ! Daw vïe pleg(añ) mod-se ha laket… Med ar jistr vïe lous alïes ga'r plous pé vé brein an amzer, 'vel vé laret. Ar plous-te vïe lous 'è kwa !

– Med vije ket voien da dañouesañ an traou, da lak an dra-he da basseal ba un tañoues ?

Ah… Oh yeo 'ha ! Sur walc'h…

– Ah ! N'ouzon ket heñ !

Oh ! Med bremañ, bremañ neuint ar valéres ha malañ hag ar jistr teu maes duzhtu kwa ! Lod lar n'é ket koulz 'vel gwraet trankil, war o blijadur gad ar pressouer kwa !

– Ha neuhe vije ur bessel 'e blam da daped ar jistr, ur sailh kwa ma peus c'hoant

Ar sailh, ah ya ! Ar sailh oa d'an dan, ya. Ah ya ! En général vé ur varrikenn troc'het dre 'n hanter kwa ! Ha vé laket ba'n dan kwa !

– Troc'het dre 'n hanter ar mod-se ?

Troc'het an hant(er) hag a ra ur bailh kwa ! Mad-tre 'ha 'vid despugn ar jistr kwa !

– Pe-geit vije lesket trankil ar jistr ar mod-se ba'r varrikenn ?

Beñ pé vé laket ba'r varrikenn, boñ digeul(añ) a ra kwa ! Ar loustoni tà maes pad eizh tevezh, deg… An dra-he zepand deus an amzer ! Wechou ugent tevezh. Ha pé vé, pé tà ket traou lous maes, beñ neuhe vé lesket ba'r varrikenn, petram vïe cheñch(et), cheñch(et) 'r varrikenn, gwelloc'h vïe cheñch ar varrikenn, gwelc'h(iñ) 'nèi mad kwa ! Boñ

– Med me ma klêt 'vid… Me oa bet 'wel un' barzh Karnod

Karnod ya

– Ya ha matresse anees 'naoñ 'e, ya ha neus laret din-me vich(e) ket braw soutirañ ar jistr pad ur mis pe…

Ya

– Blam da lesk anaoñ trankil kwa !

Ya, lod lar se ya. Me lak ba ur bailh hag an traou lous tà war ar gorr(e) kwa heñ ! Memes solud, wechou laket ho koutell war-horr(e), ar goutell chom hañ ! Hag me soutir deus an dan neuhe da lakad direktamant ba'r varrikenn kwa !

– Ah ya ! Blam da se ya

Med me a ra souchenn 'è

– Ya

Souchenn ga'r jistr ha souchenn ga luss ha souchenn mad !

– Souchenn ga luss ?

Ya !

– Ah ya…

Oh ya !

– Pe-sort mod vé gwraet neuhe ?

Oh beñ an dra-he… Pé vé mad ar luss pe aw hag neuhe ramp dour, beñ war an tan blam damp da gwaskiñ 'nê kwa ! Feñ…

– Ya-ya

Gwasket d'o(be)r ar ju, me lak ar ju da-neu'n ba ar varrikenn, tr(i)-ugent litr : Ugent litrad dour, ugent litrad mel hag ugent litrad a luss kwa ! Ju de luss

– Ah ya…

An dra-he ra souchenn champioñ ! Ha me lak an dra-he ba'r c'haw, ba'r c'haw rañw tan deuh ar goañw, set' daw kaoud gwres da ugent deugre peu-prè

– Ya

Ha lesk 'nê pad ur bla ha ur bla neu'n goude vé laket 'nèoñ, ba mis-eost da lakad 'nê ba'r boutailhou kwa !

– Ah ya ! Ha goude-se vé evet duzhtu pe lesket 'nê da… ?

Oh beñ an dra-he bad deg la war e c'hont, an dra-he bad pell heñ !

– Ah ya

Med moien vé eviñ duzhtu, ya

– Ha n'é ket gwelloc'h pé vé lesket un tamm ?

Oh ya ! Amelior(iñ) a ra un tamm heñ !

– Ya

Un tamm (v)o 'vel, 'vel ar gwin kwa ! Ar gwin mad

– Gwellaad a ra tamm-ha-tamm kwa !

Tamm-ha-tamm, ya

– Ya

Ya

28/06/2016

Ma meus laret, na zislarin ket !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




Ha ma lar(et) se ?!

– Ya-ya, « Oh ! Me oa 'velt ur liboudenn ! »

Med ma meus laret a'ha…

– Añrejistret é

Hag a meus laret an dra-he ?!

Añrejistret é

Eh !

– Ya-ya, añrejistret é

'Vel lare un' :

« Ma ! Ma meus laret a'ha ! Na zislarin ket ! » Lar

– Nann

An dra-he oa ur gontadenn ha mond a rañw da gontañ ur gontadenn dit ? Heñ ? An dra-he oa un' ha' oa aet d'o(be)r i goñje, med an dra-he zo re-wir ! Deus Skrigneg amañ, med n'añw ket da lared 'vel gwech-all kwa heñ ! Oa aet d'o(be)r i goñje ha ouïe komz galleg e-bed p(a) oa aet, 'vel kalz 'è kwa heñ ! Ha pa oa deut in permissïoun ha oa deut deuh Poulpry ahe oa ostaliri d'ar mar(e)-se ha p(a) é 'n-om ga(v)et ahe his-se, ene oa un neubeud tud ba'n ostaliri hag a lare daoñ :

« Ah daon 'ha ! Frañsou-Mari, te zo digoueet, te oa 'h o(be)r da goñje »

« Oui ! » Lar-hañw mod-se, « oui » na respontet

« Daon ! » Lar ar re-mañ, « ha hemañ oa ket (a) vrezhoneg kin ?! Biskoazh kemend-all ! » Lar

Na respontet oui pa oa kaoseet deusontoñ in brezhoneg, ar re-mañ neuhe na dizrôet da sell(ed) deusontoñ, houzoh walc'h

« Hemañ gav daoñ é un quelqu'un bremañ 'boe (e)ma 'h o(be)r i goñje ! »

« Sete un neubeud amzer heus neuhe in permissïon ? »

Ha het' ha neuhe hañw mod a ga(v)e, goude ouïe k(et) ar galleg, na tramouilhet un dra mennañket dê kara ! Hag a ouïe ket just a-walc'h pet(r)a lare, houzoh walc'h, heñ ?! Hag a responte 'nê ! Med daon ar re-m(añ)-all oaint ket kalz avañsetoc'h 'è pedur ouïent ket ar galleg ! Set' oa moien daoñ da lared ar pezh teue ba i benn, pudur an dud ne ouïent ket keme(nt)-se a halleg d'ar mar(e)-se, med un dra mennañket hag a na respontet dê hag ar re-mañ gomprenent ket, kara ! Hañw, haotr-kaezh, oa 'c'hweo ba i chupenn, an aer da lared dê « me meus disket traou ! » Med mesk… Oh ! Pemp pe c'hwec'h oaint ene, ba'h ar vandenn vé dalc'hmad un' digourdïoc'h 'vi(d) ar re-all, houzoh walc'h. Setu hemañ gaosee pepred, ga(v)e daoñ in galleg deusoute ha rabache un dra mennañket, sete :

« Komprenet peut aha(n)on ? » A houlle hemañ diga 'r re-m(añ)-all

Den e-bed responte, med un' na laret daoñ :

« Ah ya 'ha ! » Lar, « me 'ha meus komprenet toud ar pezh a læres ! » An-hin(i) a lar

« Ah ya ?! » Lar daoñ, « te heus komprenet pezh a meus laret dec'h ahe toud ?! »

« Ah toud 'ha !! » An-hin(i) a lar, « me 'ha ! » Lar, « meus komprenet mad ahan(ou)t ! Te 'ha ! » Lar, « zo un dèn hag a gaose mad ! » A lar daoñ mod-se

Neuhe hemañ a c'hwee

« Pet(r)a meus laret neuhe ? » Lar

« Eh beñ laret a heus » a lar, « out o hond da bêo ur gwin hag ar bara gwenn da toud ar pezh so amañ hi-mañ bremañ p(a) omp digoueet (a)ssames ! An dra-he… »

« Me meus laret se ?! »

« Hañhañ ! An dra-he heus laret 'ha ! » 'N-hin(i) a lar

« Ma ! Ma ! » A lar-hañw neuhe kara, na ket c'hoant da veañ tapet ba'h i gomz ! « Ma meus laret a'ha » lar, « 'zislarin ket ! »

Sete oa tapet ur ginoweg ene, houzoh walc'h ha oa digasset… Eh ! Da bêo, 'h o(be)r i baotr fin a ga(v)e daoñ, eh ! Da bêo ar bara gwenn hag ar gwin-ardant da doud ar pezh oa ene !

27/06/2016

Un alvaon 'lonkañ harne, flaner, liboudenner ha labaskenn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




– Mod-all meus klêt 'han(ou)t lar(ed) un dra mennaket, pet(r)a sinifi « war-greis an abati » ?

Oh daon ! War-greis an abati, war-greis an ti kwa ! War-greis… Ni oa ba'h ar gambr ene kwa ! 'H o(be)r mann e-bed kwa ! Hete oamp war-greis an abati ene ha 'ho(r)tos pet(r)a, pet(r)a lared dèi ha on était indécis si tu veux ! « Kreis an abati » zo un dra ha dans l'attente de savoir… Oh ! Med an dra-he vije laret alïes a-walc'h 'è. Med metramant un' ha' zo ahe war-greis an abati ha' lar mann e-bed, (e)ma ene 'ho(r)tos ha… Ah ya ! Ha neuhe pé vé un mennañket 'n i saw indécis vé un' à houll digantoñ :

« 'H o(be)r pet(r)a (e)mout ahe 'lonkañ harne ? »

– « Gober les mouches ou… » ?

C'est ça aussi, c'est la même chose !

– Lonkañ harne


« Oh ! Gwel(et) meus hezh à lonkañ harne », c'est-à-dire il faisait rien quoi ! Il gobait des mouches !

– Troiñ ar c'hi war-boues e lost un tamm, ya


Ya

'Vel un alvaon

Ya ! Eh ! Hag un alvaon, heñ neus ket (a) zispak kwa !

– Ya, n'eus ket (a) zispak, ya

Un' ha' na gompren sort e-bed hag… Ha pet(r)a meus laret dit ?

– Apalatenn

Apalatenn

Pet(r)a é an dra-he ?

Un apalatenn, un' ur ginoweg !

Apalatenn…

'N apalatenn

Eh ! Pezh a meus bet klêt é ur labaskenn

– Ur labaskenn ?

Ya

– Ya, pet(r)a sinifi ?

Beñ just a-walc'h an dra-he !

– Ur ginoweges ?

Ya, hoñzh so ur labaskenn 'ha !

– Labaskenn

Yeo ! Ur liboudenn

Euh, ur liboudenn zo tu dis pareil alors que t'es pas d'accord, tu dis comme lui quoi hein !

Ya

Liboudenniñ

Ya, ah ya !

Heñ ! Liboudenniñ vé laret neuhe metramant ur liboudenn, hezh so bet 'liboudenniñ ahe !

– « Faire le faux-cul un peu quoi »

Voilà ! Exactement !

Flanañ !

Ya, ur flaner

– Ur flaner 'è ?

Ya-ya-ya ! Ur flaner, ur liboudenner, ur… 'Tre dow vrïed hag mé-keres ma vé un' ha' 'n-om jale deuh i wreg hag i wreg a 'n-om jale deuh hi gwas, n'ees ket da fourriñ da vri 'tresse ! Kar ma 'h ees da lared un dra mennañket (v)o laret, ma 'h ees-te ga tu un' fenoñs ha ga tu egile 'n de war-lerc'h, neuhe out ur liboudenn ! Emsa(vo)c'h é dit lared dê :

« Ahahaha ! 'N-om ingalet ahe ! An dra-he na sell ket deuh-ouin-me ! »

N'ees ket da liboudenniñ !

26/06/2016

Hir'oan, moanadenn, stumpadenn, kouilhourenn ha dilhad distrouilh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet dec'h ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm




– Med laret vé 'vid ur plac'h : Hirvoan ?

Hir(v)oan, ya

– Ya ?

Ya, une grande mince

– Pe-sort mod vé implijet ar gomz ?


Daon ! Houzh so ur plac'h vraw hir(v)oan

– Ya, « un hir(v)oan » vé ket laret kwa ?

Hir ha moan

Ur voanadenn vé laret 'è !

– Ur voanadenn ?

Ah ya !

– Ha 'vid an heñi treut ?

Houzh vije laret : Houzh zo treut ken a sec'h

– Pet(r)a ma klêt ba Skrigneg ur wech ? « Hemañ vé gwelet e gostïou deus e roched »

Hañ bon 'ha ! Hezh so treut neuhe memestra ! Ahaha ! Hezh zo sec'h neuhe !

– Ya, treut-ki 'e pe…

Ah ya… Ah ya

Plac'h terr(u)pl

Ya, ur plac'h terr(u)pl ya

– Med ar c'hontrel é

Ya, an dra-he zo ar c'hontrel, ur (v)oanadenn ! Ya, vé laret 'è

– Moanadenn, ya

Ur plac'h terr(u)pl so ur plac'h na moan na…

– Ya, ur plac'h 'vel zo gleet kwa

Ya, 'vel zo gleet ya

Goûd a houz(e)s pet(r)a é ur gouilhourenn ?

– Ya ! Un' ha' na oar ket delc'h(en) he zi prop ? Pe un dra mennaket ar mod-se

Me anev un'…

– Ahaha

Ah ! Ur gouilhourenn zo… Eh !

Med laret vé 'vi(d) ar baotred 'è ?

Ah ! 'Vi(d) ar baotred, n'ounn ket 'ha ! Ha meus ket bet klêt

– Oa ket o labour dê ! Ehehe ! Delc'h(en) un ti prop

Nann ! Eh ! « Ur gouilhourenn dal(v) ket un tor(ch)-listri ! » Vije laret… Na dal(v) ket un tor(ch)-listri

– Ah ya ? Ah beñ ya…

Goûd a houz(e)s pet(r)a é un tor(ch)-listri ?

Ya

– Ya, an tor(ch)-listri ya

Heñ ? Une lavette, eh ! Beñ ur gouilhourenn c'est une souillon quoi ! Désordonnée, hein ?

– Pet(r)a ma klêt 'vid kouilhourenn ? Matresse peus klêt 'e : « Peb kouilhourenn a gav mad hi geusteurenn ! »


Ya ! Just a-walc'h ! An dra-he vije laret 'ha ! Peb kouilhourenn a gav mad hi geusteurenn ! Ah ya ! Oh ! An dra-he zo re-wir !

– Ehehe ! Me gav mad ma heñi…

Daon ma'hat sur a'ha ! Eh ! Me meus laket hemañ venoñs, kar distrouilh é, goûd a houz(e)s pet(r)a é distrouilh ?

– Oh ! Gwel a rañw ya… Ehehe

Ahaha ! Distrouilh, heñ ?

– Pe-sort mod vé implijet ?

Oh ! Laket meus ma saro brizh fenoñs, distrouilh é an dra-he da labourad ! Plass lakad un' sklêr, c'est moins salissant ! Distrouilh

Me ma dilhad damait 'e, distrouilh 'e, med cheñchet meus…

Ha cheñch da zilhad

Med cheñchet meus 'nê 'vid dond

Ah ya ! Med ya, med lakad dilhad ha n'eint ket… Ha n'eint ket re sklêr kwa ! Zo distrouilh, goude vent lous…

Vé ket gwelet !

Vé ket gwelet, c'était distrouilh !

Ya, n'ees ket da labourad ba'r jerdin ga dilhad gwenn pe… !

– Ya, traou du kwa !

Eh ! Meus kemed gwel ma 'h añw ba'h ar jerdin, me wichou lak ma saro ros ahe, pedur ma saroiou ros-ros ahe, houzoh walc'h, p(a) oan ba'h ar vagajin vije red d'an nén beañ pentet 'è ! Sete me pé welon pa 'h añw d'ar jerdin ha 'benn a ven deut ahe his-se a welon é merket partoud !

– Ah ya

Lec'h pé ven ga un dra mennañket téñval, ah beñ vé ket gwel(et) !

Vé ket gwel(et), ya

Ha koulskoude 'hounn walc'h a vé merket 'è meh-mod !

– Med me meus kimed, meus kimed traou distrouilh 'e

Traou distrouilh

– Me meus kim(ed) traou, traou téñval

Ya, ur saro distrouilh, pas salissant quoi !

– Ya


« Te zo stumpet fall venoñs ! » Ahaha ! « Ah set' ahe ur stumpadenn ! » A vije laret 'è

– Ur stumpadenn ?

Ya, ur stumpadenn !

– Stumpet, ya

Stumpet ! « Ah ! Hezh zo stumpet fall » ha metramant « ur stumpadenn »

– Laret a vé just a-walc'h 'vid an dra-he 'e : « Oh ! Hemañ neus un abilhamant ! » ?

Pa vé ket gwisket 'velt ar re-all

– Un abilhamant é

Daon ya ! Meh-mod !

Pa vé gwisket divalooc'h 'vid ar re-all ?

Dis… Nann, med dishéñvel !

Dishéñvel ?

Pass divalooc'h tamm a'ha !

– 'N i vod kwa !

An dud n'ouzont ket just a-walc'h pe é braw pe divalo, med pé veh ket 'vel toud an dud !

Ya, 'vel… Ya

– Ya-ya-ya

Eh ! Un dèn hag a vé ket 'vel toud an dud gwisket

Ahe mamp gwelet dow ba Skrigneg ahe

– Ya, 'tiskenn damai

Ah ya ?

Ya, 'tiskenn

– Dow re-yowank

Ga o bragou leden ?

– Ya, blew kordennet ha-toud… Ha barw ha…

Ah ya-ya ! An di-all ni mamp gwelet un' 'è p(a) oamp bet, pudur omp bet ga le club ahe, ur plac'h oa e(rr)i war an oad a'ha !

Ya

Oh ! Med errïed oa stumpet a'ha ! Renket mamp c'hoarzhin hag a oa in chort hag dindan ar chort a oa un collant gati, ma haotr-kaezh-mañ !

Med ar mod é

Ya, med memes d'an oad-se ?!

Ah ya ! N'eus ket oad…

Oh ! Med ni mamp ket bet…

Med pe-oad a oa ?

Pe-oad a oa… Oh daon 'ha ! Pe 65 pe un dra mennañket ar mod-se

Un tamm bihen koshoc'h 'vidoun…

Eh 65 ?! Eh ! Hag a'h efes ar mod-se in chort ha dindan oa un collant ga deliou !

Ah ya

Tu vois ? Des grosses ramures

Ya-ya-ya-ya

Heñ ? Ohoho ! Mamp gwel(et) 'nèi 'tond ba'h an oto-karr, oamp komañs(et) toud da c'hoarzhin ba, ba hom bruched, ahaha !

Ne oa ket ur bleumpenn neuhe ?

Ah beñ ! Stumpet a oa kwa !

Ya, pegur an dra-he 'h a da lod, med an dra-he zepand, daw be koant pe…

Eh ! D'ar re-yowank a'h a deuh an dra-he, toud a'h a dê ! Ar re-yowank

Ya

Eo ! Forz-pet(r)a lakont, me gav braw !

Hag ur plac'h moan 'h a, alïes vé ket sterd

Oh ! Med korved-braw a oa !

Ya, ya ?

Ya, kar wichou 'ha ! Vé gwel(et) ya, re-dew 'ha ! Paotr-kaezh ! Ken a teu ar c'hig, an eil machin…

– War-horr(e) egile ?

Ya, med korved-braw walc'h oa, med memestra ! Ah ! Me lar dit oa ket passeet a'ha ! Da… Nes na oa gwelet ! Kar gweled un' en oad-se ga un tamm kosh chort berr-berr-berr c'hoazh ! Eh !

Berr-berr-berr, ya

Oh ya ! Berr, berr-tre !

Bragou-berr

Ya-ya, ur bragou-berr

25/06/2016

Ni meump ket c'hoant d'ober kasellig dit da zond d'ar yêr !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet fenos ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
Ma mamm



Pé hé evet un neubeud bannac'hou, eh vé ket red d'o(be)r kasellig dit ?

– Kasellig ?

Ya

– Pet(r)a zinifi ?

Ah ! Aha ! An dra-he vije laret alïes ! Me meus choñj klêd mamm ha lared pé 'h eemp gwich-all d'ar frikow pe-moc'h, gwich-all vije lahet ar pe-moc'h ha deuh ar gooñw alïes vije an dra-he (e)tre an amiseien ha vijent pedet goude, houzoh walc'h

Fest ar pi-moc'h

Fest ar pe-moc'h, hete ma zad, pudur blije daoñ ev(añ) ur bann'h, vije avertisset ga mamm 'benn a'h eent hag a lare daoñ :

« Ah ! Be sirivus 'ha damaig ! » Lar, « n'ees ket, faot ket dit a'ha vi remerket mesk ar re-all, kar me 'ha ! Ma vé red demp o(be)r kasellig dit da zond d'ar yêr… »

Dougen 'naoñ, n'é ket ?

Pass dougen 'naoñ, med un' peb tu daoñ

Nann, med… Ya, da chikourañ 'naoñ

Da zelc'hen 'naoñ 'n i saw blam daoñ pass koueo !

« Ah ! Ni 'ha ! Meump ket c'hoant d'o(be)r kasellig dit da zond d'ar yêr ! »

– Ah ya ! Braw é

Braw é hañ !

– Ya-ya-ya-ya

Ya

– 'H o(be)r kasellig

Kasellig, ya 

20/06/2016

Pa vije kavet kafe vije gwraet boued-kafe

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba'r Vouilhe ga ur plac'h. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Peus ket bet naon gwech e-bed 'n-ur tond deus ar skoul ?

Nann ! Meus ket bet naon, nann, nann. Nann, eürusamant meus ket bet naon nann, memes pad ar bresel ou-bien ba'h an tïegechou viche (a)taw un dra mannaket ha vije (a)taw da zrebiñ, nann ! Naon n'eus ket bet neu'n. Vije ket (a)taw pezh vije p(e)zugur, dac'h ar mintin pe alïes dac'h ar nos vije gwraet ur yod bennaket heñ ! Yod-kerc'h, yod-gwinizh, patates ga o vlusk p(e)t(r)am un dra m(e)nnaket ar mod-se hag dac'h ar mintin, p(e)zugur kafe vije ket kavet pad ar bresel heñ ! Set' alïes neuhe vije gwraet boue(d)-laezh neuhe 'vid mond d'ar skol ha me, puzugur blije ket boued-laezh din neuhe, kentoc'h (e)vid debiñ boue(d)-laezh, eh beñ me gave gwelloc'h dalc'hen yod dac'h an devezh a-raog ha vije tommet dac'h ar mintin ha me zebe yod-kerc'h neuhe benn mond d'ar skol

– Ha boued-laezh vis(e) gwraet gant laezh ha bar(a) ?

Gad laezh, laezh ha bara hag un tamm holen hag un tamm amann rouset war-gorre. Oh ya ! Me meus choñj, ar wech kentañ 'n-heñi oa gwraet laezh demp dac'h ar mintin ar mod-se da vond d'ar skol, med me ma ket debet, pugur me oain ket gouest da zebiñ boue(d)-laezh, me mije rochetet kentoc'h (e)vid debiñ, setu on aet d'ar skol heb nintra ! Dac'h ar nos neuhe, pa on deut d'ar gêr dac'h ar skol, meus kavet va boue(d)-laezh tomm en-dro din (a)darre hag a meus ket debet 'darr(e) sur walc'h, med boñ… N'eus ket bet gwraet neu'n dow wech an dra-he din, goude-se neuhe vije dalc'het yod-kerc'h hag a me domme aneañ an devezh-all hag a vije tommet 'n ene an devezh war-lerc'h neuhe da vond d'ar skôl kwa !

– Med an dra-se vis(e) mad (e)vid komañs an de ?

Ar mod-se, gwraet vije gantoñ

– Sur walc'h

Pe(z)ugur gaven gwelloc'h an dra-he (e)vid… Lec'h mod-all goud(e)-se pa vije kavet kafe vije gwraet boued-kafe kwa heñ !

– Ha 'hend-ell ba'n ti, ar re-yowank 'n-om blije gan ar re-gozh ?

Ah ya !

– Vis(e) ket laret mann e-bed ?

Nann ha 'leizh, d'ar poent-se oa ha 'leizh ree… Ha 'leizh oa ar vammou-kozh hag an dud hag bugale… Toud an dra-he 'n-om renke mad ba'h an ti hañ ! Oh ya ! Ya-ya

– Ha petra, petra vis(e) laret deus, pa vis(e) klañw un dèn ba'n ti ?

Lar viche un dèn klañw ba'n ti

– Ya, vis(e) ket, ma vis(e) klañw (a)boe pell so ? Pe ba un ti-ell hañ !

Ya

– Un dèn klañw (a)boe pell so, pet(r)a vis(e) gwraet deusoutoñ ? Kozh-klañw pe…

N'é ket ! Dê vije laret dê, beñ hennezh pe hounnezh so klañw kwa hañ ! Ya

– Bi zo tud ha' skleñj ha' neus dizro e-bed na vé ket ràet un hano dê ?

Nann, meus ket bet klevet nann

– Nann

Nann, gav ket din nann

– Hag deus an heñi vé klañw papred heb bi klañw ? Ha vé laret lar vé klañw papred

Ya ! Ya-ya, ya be zo, beo ! An dra-he, ya-ya ! Lod vije 'lared (a)taw, vije 'klemm (a)taw kwa hañ !

– Ya ha pe-sort hano-ell vise ràet d'ur c'hlemmer ?

Ya klemmer ya… Klemmer

– Ur c'hlemmer vis(e) laret

Ur c'hlemmer ya

– N'eus ket laret (ne)med se ?

Nann

– Ha 'hend-ell pet(r)a vis(e) laret deus un dèn ha' oa lous ba e di ? Pe deus ur plac'h pe deus ur paotr ?

Ur gouilhourenn

– Ur gouilhourenn vise laret

Ya hag a neuhe vije laret i(v)e neuhe :

« Peb kouilhourenn a gav mad hi geusteurenn »

An dra-he sinifi ha lared pep-hini gav mad pezh a ra kwa hañ !

17/06/2016

Lakad toas in go ha bara boulboazh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ga dow baotr deus Ponvel. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Paotr kentañ
Eil baotr



– Ha pet(r)a vise da zibiñ ?

Pato ha kig 'ha !

– Ya ?

Eh ya !

– Oh ! 'Zhpenn se oa ?!

Oh ya ! Youd… Youd-siled, houïes walc'h, vise youd-kerc'h !

– Ya

Ma peus c'hoant heñ oa ar youd-siled ha krampouzh vis(e) 'è ! Krampouzh-gwinizh ha krampouzh gwinizh-tu hag kafe vise ket, d'ar mare-s(e) oa ket kafe c'hoazh… Nann

– Ha pet(r)a vis(e) laket da blass ar c'hafe ?

Matresse vise ur bann'h laezh, bet meus bet klêt ma yontr lared pé 'h ee da dorriñ-hawor, pé 'h ee da dorriñ an douar kozh ga an treñch, a-wichou nïe laezh, lait caillé, pe heñi kowled kwa ! D'o mer(e)nn ! Ya, med heñw oa laosk heñ !

– Ha pet(r)a sinifiv laosk ?

Dinerzh kwa ! Laosk sinifi boued…

– Boued laosk so boued dinerzh ?

Dinerzh, ya-ya : Boued ha ràe ket kalz nerzh dac'h. Nann, an dra-he dalvee ket memestra bar(a) mad ha kig ha-treou… Ah nonn, amann ! Med an amann, ar re-he vise red gwerzhañ (a)nê toud ! Houïet walc'h hag ar c'hig ma vise un tamm da greis-te vise ket da zibiñ pad an de heñ ! Ar jistr ha-traou vise ba'r feurmiou lec'h oa ur bern avalou, med ba-lec'h vise ket avalou walc'h vise red da evañ dour 'è, ah ya !

– Ha laket vise dour war an daol ?

Ah ya ! Lod a ra

– Ah ya ?

Ah ya-ya-ya !

– Ha kaoseet vis(e) deus boued laosk, vise ket kaoseet deus boued skañw ?

Skañw, beo ! Skañw ha laosk

– Memestra é ?

Ah ya ! Memestra é, ah ya ! Boued skañw, ya

– Youd-arsiled oa boued skañw 'è ?

Of ya d'ar… Ah memestra a vise da greis-te vise youd-siled 'è

– Ah ya

Hezh oa a-peu-prè memestra… Muoc'h, gav din, nise derc'het un tamm youd-siled ba ho kov 'vid nise derc'het ur bolennad-laezh caillé hañ ! Ya, da ma joñj din-me ya

– Ha pet(r)a vise laret pa vise pouloutou barzh ? An dra-se ne vise ket gwech e-bed ?

Pouloutennou, oh… Oh beo ! Med pass alïes-alïes memestra !

– Pa vis(e) pouloutet ar youd ?

Ya, 'r youd, ya-ya

Laezh pouloutet ga laezh, ga laezh poulout, pe-sort mod vé laret ?

Ya

Gast ! Meus ket joñj pe-sort mod vé laret 'darr(e) deuh ar re-he… Ga laezh, laezh (???)

Ya

Tà ket da joñj din

Ya, se meus ket bet klêt 'è, nann. Laezh pouloutet, barzh youd pouloutet ya ! Pouloutennou barzh, med deus pet(r)a tàe se ? Ouïon ket… Koulskoude ! N'onn pe-sort mod… Ne ouïon ket ma-hun pe-seurt mod bouloute, kar…

Ga laezh pilfet

– Ya, kar laket vise da hoïñ an devezh raog, nann ?

Ya ! Beo !

– Ar bleud oa tano-tano ?

Daon ya 'ha ! Heñ oa bet, heñ oa bet dour

– Ya

Oa bet dour kàer ! Nann, eh ! Ar c'herc'h vise laket ba'r vorn da graso, ma peus c'hoant kwa !

– Ya

Pé vise tennet ar bara maes, me n'onn ket (ha)g-eñ vise ket laket un tamm horzenn-goat barzh matre'n da dommañ 'nèi un tamm, war-lerc'h vise deut ar bara maes. Kar benn vise laket ar c'herc'h ba'r vorn, ar vorn vise tommet mat heñ ! Pugur pa lake ar c'herc'h ba'r vorn lampe bek(ed) an nec'h, ar re-he 'n-heñi vise tomm ! Ar re-he a vise 'eklatiñ ha lampeent d'an nec'h, ya

Ya

– Ah ya

Set' ar re-he vise kras mad disec'het, malet mod-se neu'n hag a vise red lakad 'nê in go ya, lakad toas in go vise gwraet, houïet walc'h hag ar bar(a)…

– Pe-sort mod peus laret, toas in go ?

Toas in go ya, goiñ, lak(ad) an dra-he da hoïñ kwa ! Ya, lakad toas in go ha hezh vise laket 'e, ar bleud-kerc'h vise laket ba'n dour 'è, daoñ da drenko, pe pass da dre[nko] : Da ziloaiiñ hag an de war-lerc'h, houïet walc'h, vise… Pe-sort mod… Pugur me meus un', ah ! Un tañoues vise ma'hat ! Un tañoues-silañ-toas, ya

Ya

– De ziloaiiñ vise laret ?

Silañ toas ! Da sil an toas, an toas oa la pâte, ma peus c'hoant

 Ya

Un tañoues so un tamis ga crin

– Ya

C'hwi peus bet gwelet un tamis ga crin heñ ! Ya ! Dreñw oa un tañoues-silañ-toas, boñ ! Ha vise silet hezh, med benn vise silet hezh, houizes walc'h, pugur ar c'herc'h pa vise malet vise ket separet ar bleud deus ar c'herc'h, heñ vise malet ga ur val[éres], ur vilin boued-moc'h ma peus c'hoant kwa heñ ! Set' bon, pé vise laket in go neu'n, an de war-lerc'h kasimant pise kemed dour toud da lakad war an tan ! Hag e-se welon ket pe-sort mod, med matresse bouloutenne 'd-afer-se ! Ma vise ket mesket à temps, matresse vise bouloutenne, ya ! Med goûd a rañw 'ha ! Pugur meus gwelet alïes ba du-mañ, benn vise 'hond da lakad hezh ba'r chidour(e)n, heñ vise emm dour

– Ah ya

Ya, med ar bleud vise barzh memestra ! Hag gôet vise aboe noñs-de raog

– Ha vise laret : « laket é an toas in go » ?

In go, ya

Ya, laket toas in go ya, sinifïe… Med, kar hezh vise ket laket goell-bïer neu'n ga'r bar(a), houïet walc'h, pé vise laket (e)vi(d) o(be)r bar(a), eh beñ vise red da lakad levure neu'n

– Ya-ya

Beñ goell-bïer vise gwraet deus an dra-he

Goell-bïer

Hag a vise prenet pe(va)r real pe mod-se kwa ! Ah ya, pe c'hwec'h real matre'n, sed a vise laket hezh hag an de war-lerc'h neu'n, benn-neu'n hi vise gôet mad, houiz(e)s walc'h ha vise laret « torriñ an toas » sinifi melañj anaoñ da zigentañ. Oh ! An dra-he ràe labour 'è, oh ya ! Med ar bar(a) vise poahet ba'r gêr, ba-lec'h oa ur vorn hag ar feurmiou mad, ar re-he na ur vorn a-peu-prè toud, a-wichou vise ur vorn (e)tre dow 'è ! Gwelet ma ba du-m(añ), med honn(ezh) oa un four artificiel ma peus c'hoant, un' vihen

– Ya-ya

Hag ar bar(a) c'hwee, paotr-powr, just ! Hag oh ! Oa ket uhel walc'h ha benn tennañ (a)nê maes pise brêet 'nê alïes, pugur ahe oa barennou-houarn vise da 'h ampech ar brik da goueo barzh 'è, boñ ha pa 'h ee an dorzh d'an nec'h kwa ! Ha vise kaled mad hoñzh, benn chechañ 'nèi deuh a lost ar vorn, a-wichou pise brêet 'nèi. Ha goude oa bet gwraet un'-ell pad ar bresel neu'n un' voûté 'vel faot, non des dieux ! Neu'n vis(e) uhel ar bar(a), paotr-powr, ah ya ! Ah ya

– Ha pet(r)a vise laret pa ne vise ket poazh walc'h ar bar(a) ?

Ah ! Bouldoas, n'é ket vise laret ya ? Pe boulboazh

Boulboazh !

Boulboazh ya

– Boulboazh ?

Boulboazh : Hanter poazh, hanter-ell kwa ! Toas ya, Boulboazh

Krampouzh, vïou ha nàered da werzhañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ga P-L. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pet(r)a oa ar c'hentañ meus dit ?

Ar c'hentañ meus ?

– Ya

Kram(pou)zh

– Krampouzh ?

Ah ya

– Ah ya ?

Kramp(ou)zh, krampouzh gwinizh, ah ya ! Hola !

– War an tan 'e ?

Me a ra kram(pou)zh, ene zo ur billig

– Ya

Ha ramp un tamm, pugur ar mab zo ba Kareis hag a zeb neu'n d'i goan ha d'i lein hag a ramp kram(pou)zh alïes ! Neu'n me ree kram(pou)zh d'ar wreg, ar wreg ree da Denis ha Denis a ree din, pep-heñi i dro

– Pep-heñi i dro ya, med me ga ma mamm mem-mod 'e

Ah ya

– Me a ra 'e ha ma mamm

Ha c'hwi ra 'è ?

– Ya

Ah boñ, kramp(ou)zh gwinizh-tu a ret ?

– Ya, neuhe vé gwraet ya, med me zeben ket traou ar mod-se a-raog, pugur gwech-all ga ma mamm-gozh vije ket gwraet (ne)med krampouzh gwinizh ! Ree ket gwinizh-tu gwech e-bed !

Gwech e-bed ?! Nann ?

– Ah gwech e-bed ! Na ket gwraet gwech e-bed

Ah boñ ?!

– Nann

Nin, ar vamm du-m(añ) ree gwinizh-tu blam d'o(be)r soubenn kwa !

– Ya, beñ soubenn-gafe kwa !

Soubenn… Ya

– Nann ha na ket gwraet gwech e-bed hag a ree war an tan heñ !

Ah bon, war an tan ya

– Ah ya ! War an tan

Oh ya ! An dra-he oa sterd heñ !

– Med oa mad, n'é ket memes blas heñ !

Ah nann !

– Ah nann ! Ha meump taveet en-dro, pugur ma mamm a ree 'e war an tan. Dow pe dri bla so mamp gwraet en-dro war an tan ha oa mad !

Ah ya !

– Pugur mamp ket kollet ar billig c'hoazh ! Sakre billig vras a oa heñ !

Ah ya ! Med ar vamm du-mañ ree kramp(ou)zh, 'h ee d'ar bourk d'o(be)r krampouzh 'ta, ur wech p(e) diw wech ar su(zhu)n, pad an de war an tan mod-s(e), pleget mod-s(e), pezh oa sterd hañ !

– Dowbleget ar mod-se kwa !

Hum ! Hag a 'h o(be)r tan memes tro !

– Ya

Brem(añ), brem(añ) vé plijadur war…

– An heñi elektrik, ya

An heñi elektrik zo aes hañ !

– Lared a ra ma mamm mem-mod ya, oh eh ! Poan, poan heñ ! Poan vé ga'n dud ar mod-se

Ya, ar vamm 'h ee da labourad ha 'h ee ba an ti ar re-vras ! Ya, pugur ree kramp(ou)zh mad ! Doucen, heñ oa boulanger ha 'n heñi-all oa marc'hadour-dilhad, an heñi-all oa chef de gare ! Hag e hi oa kotet d'o(be)r se ha 'h ee d'o(be)r kramp(ou)zh neu'n, pad an de ha pé teue war hi c'his d'an ab(ar)d'hê neu'n tàe kramp(ouz)h gati da reiñ domp, d'ar vugwale kwa !

– Ha vije pêet d'ond d'o(be)r krampouzh neuhe kwa ?

Ya, pêet d'o(be)r kramp(ou)zh ya ha deut da gozhañ memestra da-beked unneg la ha pe(va)r-ugent 'e

– Ah ya !

'N-om ga(v)et mem(e)stra !

– Med matresse vije ket gwraet ar mod-se kin, me ma klêt lod a ree ga, a'h ee ga ur billig war o c'hein…

Ah ! Ah boñ ?!

– Ya, blam da…

Ah ! D'ond d'o(be)r an hent kwa !

– Ya-ya-ya

Ah boñ… Ahe meus ket bet klêt se, nann

– Matresse 'e, koshoc'h oa kwa

An dra-he… Pounner oa hañ !

– Ya-ya-ya, oh ! Ya

Holala ! Nin a zoug billig elektrik ha…

– Oh aessoc'h é

Vé ket gwraet ahe petramed ba'r c'haw hag a ree kramp(ou)zh, me gav mad ! Ha d'ar sul, Denis neu'n ra frit

– Ya

Patates, ar patates, me meus pe(va)r sort patates kwa ! Hag les variétés a zo formidables 'e !

– Med peus ket debet mod-all vïou-fritet ?

Vïou-fritet ?

– Ya

Ah yeo ! Eo ! Se zo mad 'è

– Ah ya ! Toud an dud a gav mad an dra-he

Ya, ah ya ! Ha gwech-all pé 'h een da wel mamm-bàeron petramed ar voèreb vije gwraet vïou-fritet delc'hmad hañ !

– Ya

Ale ! Vïou-frit(et) hag oa vounnus d'o(be)r ha mad !

– Ya, 'vel neus laret un', beñ Élise na laret an dra-he : « Ha oa an dour 'tiverañ deus ma ginou pa sellen deus an dra-he ! »

Ah ya !

– Ha toud heñ ! Toud toud, pa vé kaojeet deus ar vïou-fritet : « Ah ya ! »

Ah ya-ya ! Vïou-fritet ya, an dra-he oa aes d'o(be)r hag tou'n dud na vïou ! War ar c'hampagn oa vïou partoud kwa !

– Ya, med vijent ket debet

Nann, ah nann !

– Gwerzhet vijent

Ya, ya-ya gwer(zhet)… Ah ya ! Blam da gaoud arc'hant

– Ya, just a-walc'h, blam da se na laret din vije ket fritet vïou alïes a-walc'h

Nann, nann, blam da werzhañ da gaoud arc'hant kwa !

– Ya

Ya, ar vamm a ree dowzeg kilometr deus Koat-Pusson, Landelo, tàe ga ur baner da werzhañ traou da Gareis-tre war-droad ha tàe war hi gis war-droad, med an dud… Dond a reegn kalz, diw-teir (a)ssames blam da gontañ kaojou war an hent. Pour vendre, mon grand-père il ramassait des vipères, taped nàered… Heñ oa ba'r c'hoat ahe, an douar mad oa ba tro-kêr, gou(de)-se oa ar c'hoat tro-war-dro hag ene oa douar-mein un tamm ha ahe oa nàered, heñ dape 'nê ha lake 'nê ba boutailhou hag ar vamm tàe da werzhañ 'nê da Gareis neu'n !

– Ah ya ?

Farmassi

– An nàered ar mod-se

Blam da gaoud arc'hant dé brenañ, d(a) brenañ kafe ha da brenañ sukr 'e

16/06/2016

Tud lorc'hus, otus ha gran

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ya ! Pa vije, pa vije pedet un' m(e)nnañket 'è d'ond, pedet 'è da zond da zibiñ lein

– Ya

Hag hemañ felissite, houzoh walc'h, ar wreg ha lare dèi :

« Oh memestra zigemeres aha(n)on mad ! Mad é ar pezh heus gwraet din »

« Daon 'velkent ! » A lare-hi, « meus ket pedet ahan(ou)t da zond amañ hi-mañ da lipad chadenn ar puñs ! »

Ahaha ! Heñ ?

– Ahaha ! Ya, braw é !

Eh !

– Me ma klêt un dra oa tamm pe damm memes-mod, med oa 'vid un dèn mew ha vé, ha meus klêt : N'é ket 'n-ur lipad chadenn ar puñs é deut ru e vri !

Ya ! An dra-he vé laret 'è ! An dra-he vije laret 'è !

– Ah ya ?

Ya

– Mem-mod vije laret ?

Meh-mod ha, med houmañ lare :

« Ma ket pedet ahan(ou)t da zond da… » Heñ ?

– … Da lipad chadenn ar puñs

« … Da lipad chadenn ar puñs amañ hi-mañ, nann ! »

Ah ya !

– Pa vije chervichet ur werennad-dour

Ya

– Pet(r)a vé gwraet deus ar gwerennou hag a zo un troad deusoute ? Klêt ma un dra, matresse peus klêt 'e…

Petra lares-te ?

– Ur werenn-lost-hir

Daon ya 'ha ! Kaoud a ra din meus bet klêt, ya

– Ah ya ?

Un' lost-hir, ya. An dra-he oa un tamm grannoc'h 'darr(e), houzoh walc'h

– Un tamm pet(r)a ?

Grannoc'h ba'h ur werenn-lost-hir kentoc'h 'vid reiñ daoñ ba'h ur werenn-moutard ! Heñ ?

– Ya, ur werenn-moutard, ya

Oa grannoc'h dèi reiñ daoñ ur werenn-lost-hir

– Pet(r)a é ar gomz he-hun ?

Houzh so ur plac'h gran ! Hautaine quoi, c'est plus riche quoi ! Plus luxueux ! Ha memes deuh lod deuh an dud a vé laret « Oh ! Hoñzh so ur plac'h gran ! » Hoñzh, elle veut paraître quoi !

– Fichet med re kwa !

Ya-ya !

– Ha be oa komjou-all 'vid lared traou mem-mod pe vije ket laret kimed gran ?

Pet(r)a vije laret c'hoazh… « Hoñzh so ur plac'h otus » vije laret 'è

– Ur plac'h pet(r)a ?

Otus !

– Otus ?

Lod memes vé 'h essañ beañ brassoc'h 'vid eh eint !

– Ya

Heñ ? Paraître quoi…

– « Lorc'hus » vé ket laret ?


Lorc'hus, oh ya ! Lorc'hus é, ça j'avais oublié ce mot-là ! Hoñzh so lorc'hus, lorc'hus-toud ! Ya

15/06/2016

An amzer hag an dour

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga É. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pet(r)a peus laret diwar-benn an amzer ?

Me lar zo harne ba'h an amzer, harneuñet é an amzer !

– Laret pa din ar wech divé : Ar rust-amzer

An dra-he vije laret « sin rust-amzer zo » pa vije gwel(et) ba'h ar chiminal, ba'h ar chiminalou alïes so da brotejiñ ar mogeriou vije laket ur plak !

– Ya

Hag a pa vije gwelet ar plak, pa vije gwraet tan vije gwelet 'è ar plak, mé-keres, 'steredenniñ gad an tan, e vije laret :

« Ah ! An dra-he zo sin rust-amzer ! »

– Ha diwar-benn an amzer, choñj peus pet(r)a vé laret ? Pe-sort amzeriou zo ?

Ah ! Pe-sort amzeriou zo… An amzer zo valïant 'è hañ !

– Valïant ?

Ya, valïant é an amzer : Variable ! Hag alïes, houzoh walc'h, barzh un devezh vé ket an amzer… Memes a-wichou vé téñval deuh ar mintin, a-wichou vé mourenn ha goude neuhe sklêrijenn an amzer ha goude vé gwel(et) ar c'houmoul 'tond 'darre hag er memes de vé, n'é ket ingal !

– Ha klêt peus kaos deus an amzer lisenneg ?

Gwlizhenniñ ?

– Lisenneg

Ya ! An dra-he la rosée ! Gwlizhenniñ ra

– Ah gwlizhenniñ ?

Ya

– Ya, med amañ oa « lisenneg »

Hañ ! Lisenn… Ah nann ! N'eus ket an dra-he ! Gwlizhenniñ !

– Ha gwlizhenniñ vé laret kwa ?

Ar gwlizh, houzoh walc'h, deuh ar mintin, la rosée

– Ha « gwlizhenniñ ra » kwa

Ya ! Gwlizhenniñ ra, an dra-he zo sin amzer vraw 'è ! An amzer vraw, tomm é…

– Tomm hardi ?

Tomm-harne zo 'è ! Harne, c'est la chaleur de l'orage quoi !

– Tomm-harne kwa ?


Ya, tomm-harne

– Mod-all ma klêt « tomm hardi-piti »

Ah bon ?!

– Ya ga ma mamm ya

Tomm pet(r)a ?!

– Hardi-piti ha ma klêt ba Kergrist vije laret mem-mod : « Tomm hardi-peuti »

Ah boñ 'ha…

– Ya ha an amzer gàer vé laret 'e ?

Ah daon ya ! An amzer vraw, an amzer gàer, an amzer…

– Ya, raog ankoueo : « Dâ é » ? Pet(r)a pa laret damait ?

Ah ya ! Dâ é beañ bew ! Oh ! Venoñs é dâ beañ bew ! C'est un bonheur d'exister avec un temps comme ça

– Ha mod-all pe-sort mod vé implijet ar gomz-mañ ?


Dâ é ?

– Ya

Beñ pa vé ket (a) drous kin, dâ é, pa glev k(et) an nén un dourni walc'h ahe his-se, lem a vé un dourni a-wichou, houzoh walc'h ha pé 'n-om ga(v)es lem a vé ket an drous kin a lares : « Dâ é ! »

– Vad a ra kwa

Vad a ra kwa heñ ! Beañ ba'h an trankilite un tamm, beañ…

– Klêt peus kaos pé oa luc'hed ?

Luc'hed ?

– Ya, med oa ket trous

Hañ ya !

– Dared

Dared ! Ya, dared ! Oh ya, an dra-he meus… An dra-he vé gwel(et) alïes a-walc'h, vije gwel(et) ar luc'hedenn à passeal heb trous, an dra-he zo dared ! An dared vije 'ho(r)iñ amzer domm ! Pa vije dared hag pa vije ket a drous !

– Ya, neuhe teu 'e amzer domm kwa

Ouais !

– Ah ! Med 'vid ar c'houmoul, pe-sort koumoul oa ?

Ah ! Pe-sort koumoul a oa, oh me n'ounn ket 'ha ! Pe-sort koumoul oa…

– Pa vegn du, pa vegn du, bras ha du ?

Du, ah beñ ya ! « Karget é an amzer » vije laret, koumoul zo…

– Pet(r)a ma klêt ur wech ? « Aet an heol ba'r sac'h-kaoc'h »

Ah bon 'ha te ?!?

– Ya pe matresse oa aet dreñw…

Aet dreñw ar c'houmoul du !

– Ya

Heñ ? Da guad !

– Ya, da guad

Daon ya !

– Aet é ba ur sac'h-kaoc'h…

Alon bon !! Aha ! An dra-he ma ket bet klêt c'hoazh ! Ah !

– Ah ! Diwar-benn an amzer vé klêt a-beb sort traou

Oh ya, med… Kalz a oar deuh ar sin-glô deuh o isili pa negn bet un dra mennaket torret, pé negn poan-isili lar « sin-glô zo »

– Ah ya

« Me oar lar deuh ma… »

Beñ un' ha neus bet torret ur vrec'h pe i har pe un dra mennañket lared :

« Med oh ! Sin-glô zo » lar, « deuh ma isili hounn »

Goûd a ouïe deuh an amzer ha neuhe deuh an abard'hê pé glee an toussedig à kanañ :

« Klounk klounk klounk ! »

« Boñ damaig, me ziglounko 'han(ou)t ! »

A lare un' ha na ket c'hoant lar vije glô, pedur an de war-lerc'h a'h ee d'o(be)r i voenn hag a glee an toussedig 'h o(be)r klounk klounk klounk ha oa komañset da lah(añ) anê toud, lar

« Damaig me ziglounko 'han(ou)t ! Me (e)ma ma voenn da zespugn ! » 'N-hin(i) a lar, « (e)ma ket ar momed dit dond da ganañ amañ hi-mañ ! »

Ah ! Eh ya !

– Med pa joñjon ba'r glô, beb sort glô zo ba'r vro amañ, pe-sort glô ?

Pet(r)a zo neuhe ? Glô tomm ha glô yin ?

– Ya pé glô bras ha glô…

Ah daon ya 'ha ! Metramant gwlizh ha pa vé harne 'è, houzoh walc'h, harne ha glô… Beuet oa kwa !

« Oh ! Ene oa, beuet oa ar park toud ga'r glô oa kouêt ! Oh beuet é ar jerdin ! Beuet é ar lïourzh, beuet ga'r glô oa kouêt »

– Ya-ya-ya-ya

Pa vé gwlebet, med ahe gwir é hañ ! Harne zo hañ !

– Ya, ar c'hwezh, un tamm 'vel vije da zigoueo kwa

Ha pa weles a-greis-toud, houzoh walc'h, é ku an heol ahe hag damaig kentañ ma refe 'o klêt ar hurun 'strakal !

– Strakal ya sur, ur strakadenn mennaket

Memestra ! Eh ! Vé ar barisianed toud lar :

« Oh ! Bah ! Me n'in ket 'ha d'ar Bretagn, ene vé glô dalc'hmad ! » Vent é lared

Med bremañ (e)maint beuet o-hun 'è !

– Ya

Pé wel an nén pe-naos a (e)maint, med spont é kara ?

– Ya-ya-ya-ya, me ma gwelet an dra-he, ya

Oh !

– Hag amañ é sec'h…

Eh ! Hag amañ n'eus… Ha amañ omp houll glô !

– Ya ! Ahaha !

Daon eo 'ha ! Amañ n'eus ket bet… Ha n'é ket meh-mod partoud ! Gwel(ed) a res an harne pe-naos (e)ma : Ti Suzanne a-(ho)nt ar hi-(ho)nt zo bet, paotr-kaezh, glô ken-ha-ken-ha-ken ! Ha n'eus ket bet gwelet oa bet ha barzh Skrigneg amañ hi-mañ oa ket in mod e-bed ! Ha ni meump ket bet 'è

– Deus an tu mad deus Skrigneg

Tud… Heñ ! Meump ket bet (ne)med un tamm gouad vihen ! Glô

– Ya, ur gouad ya

Ur gouad, ahaha !

– Ahahaha !

Eh ! Ur gouwad toud mis-mae ! An dra-he neus gwraet vad d'ar jerdin heñ ! Ha oa an traou 'hond da zisec'hiñ ! Me ma hadet ur bern traou ha sort e-bed na, sort e-bed na teue…

– Teue maes kwa

Nann ! Pudur a vanke ar sec'hor kwa ! Ha pé wel an nén neuhe pe-naos (e)ma kont barzh Paris !

– Ya !

Ha negn ket gwelet biskoazh kemend-all !

– 'Boe pell zo, ya

Pedur ma ni na telefonet din dec'h hag a lare diñ ema dow-ugent la so a-(ho)nt ar hi-(ho)nt à chom hag oa inondet toud i gaw, ar wich kentañ ! Kemend-all a hlô 'vel oa bet ! Lar

– Pe-sort mod vé laret, just a-wlac'h e brezhoneg, pa 'h a an dour d'inondañ toud an traou kwa ?

Daon 'ha ! Pe-naos vije laret… Beuet ! Vij(e) ket laret (ne)med beuet é hañ !

– Ya

Me n'anveon ket ar mod-all, beuet é toud an traou…

– Pugur ar c'hontrel vé laret : « Aet é da hesk »

Aet é ?

– Da hesk

Ah ?

– Peus ket klêt ?

Nann

– Pe-sort mod lares-te neuhe pa n'eus ket dour e-bed kin ba'r stêr ?

Pa vé à 'n-om zi[sec'hañ]

– Pe ba'r puñs ?

Daon ba'h ar puñs : Sec'h é !

– Sec'h é ?

« Sec'h é » vije laret : « Sec'h é ar puñs, sec'h é ar lenn… » Mod-all welon ket pet(r)a vije laret 'ha ! Vorz pe-naos meus ket bet gwel(et) ar veunteun du-mañ sec'h gwich e-bed !

– Blam a se ! Ahaha !

Ahaha ! Ahe vije dour dalc'hmad hag ar lenn 'è

– Ya

Sete mod-se, houzoh walc'h…

– Ur puñs oa ba da gêr ?

Ah n'oa ket ! Oa ket puñs e-bed, ur veunteun !

– Ur veunteun oa ?

Ur veunteun oa hag ne zisec'he ket ! Na deuh an hañw na deuh ar gooñ na… N'eus ket bet gwel(et) biskoazh ! Ahe vije an dour redeg dalc'hmad, ya. Neubeutoc'h vije, houzoh walc'h, pa vije an amzer sec'h 'è, med james na bet manket

– Dour

Meus bet klêt ma zud à lared ha ma zud-kozh !

13/06/2016

Koges, treus-kog ha tokou


Ale fenos vo laket un eil añrejistramant ga É. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pet(r)a vé laret deus ar baotred hag a ree labour ar merc'hed ?

Oh ! Ur goges !

– Ur goges ?

Ya

– Ah ya ?

Hezh so ur goges ! Metram(ant) pa vije gwel(et) lod deuh ar baotred, an dra-he oa ket o afer sañset : Mond da wel(ed) 'hañw nije doret ar yir, pa vije gwelet 'h o(be)r, lar hezh so ur goges ! Vije laret. Eh ! (E)ma e vri, daoust ha-hañw (e)ma i blass d'ond da wel 'hañw neus doret ar yar ?! Kompren a res ?

– Ya-ya-ya

Ça voulait dire que c'était un…

– Deus « kog » a teu kwa ?

Ya

– Ar goges kwa !

Ouais ! Ur goges

– Med n'eus ket e brezhoneg mod-all ur Gatell, Katellig ?

Ah ya meh-mod ! Hezh so Katellig

– Chouk e vri ba'r gujun lec'h oa ket gleet daoñ mond da wel…

Ya-ya-ya ! Lak e vri barzh toud pezh sell ket deusontoñ kwa ! (E)ma e vri barzh kement soubenn zo toud ! Heñ ?

– Kement soubenn zo toud ?

Ya ! Ya, heñ n'é keme(d) ur goges ! Heñ (e)ma i vri partoud ha pezh a oa sañset d(a) 'n-om okupiñ, neuhe ne ouïe mann e-bed !

– Med n'é ket mem-mod 'vel ur pilpaotr ?

Ah nann ! Ah ! Nann, ur pilpaotr, ça c'est qui n'est pas féminin du tout

– Ya, tost deus ur paotr kwa

Voilà ! Qui veut…

– Ha 'vid ur paotr, pe-sort mod vé laret neuhe ?


D'ar mar(e)-se, houzoh walc'h, vije ket… An dra-he so bet dalc'hmad !

– Jilgog ?

Jilgog, ah ! Med an dra-he zo un treus-kog, eh ! Un treus-kog é

– Ya

'N (hi)ni 'h ee ga ur plac'h

– Ya

Hag houm(añ), hag ar plac'h-se vije bet, oa deja dougéres deus un'-all ha pa vije ket 'vid kaoud an (hi)ni na laket 'nèi dougéres, kentoc'h 'vid chom e'h ee ga un'-all ha' vije kontant deusouti, an dra-he hag vije laret « heñ n'é keme(d) un treus-kog »

– Un treus-kog ! Pet(r)a ma klêt mod-all 'vid an dra-he 'e… « Kac'het neus ba e dok »

Ah daon ya ! Kac'het neus ba i dok, ça c'est quand il avait mis une femme enceinte, hein ?

– Ya ha aet é kuit kwa

Il était obligé d'aller avec elle
[…] Med laret a vije dèi, houmañ ma na ur breur pe ur yontr, eh beñ 'h ee d'i gaoud hag a lare daoñ :

« Ma repares ket ar pezh a heus gwraet : N'eus keme(d) ar marw evitout ! »

Set' an dra-he vije laret 'è, vije oblijet d'ond ha kac'h en i dok

– Ah ya

Kompren a res ?

– Ya-ya-ya… « Hemañ zoug an tok » mem-mod… Nann, pet(r)a oa ?

Ah ya ! An dra-he zo un tam mod-se, an dra-he é pa 'h ee gad ur plac'h 'è…

– Ya hag a oa ur bugel gati

Ya

– Ha oa ket…

Ha oa ket daoñ !

– Ya, heñw…

Kac'het neus ba i dok !

– Hag an heñi-all oa 'tougen 'naoñ… Ehehe, an tok kwa !

Ahaha ! Oh ! Me lar dit ! Heñ ?

– Un treus-kog ?!

Un treus-kog…

– Un treus-kog

Heñ n'é keme(d) un treus-kog !

– 'Vel treus-yeot kwa ! Ahaha ! Un treus-kog, oyow !

Holalalala ! Oh ! Lar a ran dit !

Ma 'h an da 'n-om gannañ deuh-ouit, me zivrego ma dilhad !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Un' na bet kontet din-me pé oan bet 'wel ba Ponvel, na kontet din deus an eureujou vije gwraet ba'r feurmou

Hañ ya !

– Ha na laret din vije laket traou war an daol, med vije ket laket kontell e-bed, pugur pep-heñi gasse e gontilli

D'ar mar(e)-se 'h ee ur fourchetes hag ur gontell gate, med daon ! Heus kemed gwel(ed) serten eureujou, oa pevar-c'hant dèn wichou… Pevar-c'hant dèn !!! Memes 'zhpenn wichou !

– Ya

Heñ ? Kompren a res un tamm ?

– Ya-ya

Sete pep-hini, houzoh walc'h, 'h ee i gontell gantoñ hag e fourchetes hag i wer(e)nn ! Meus owen

– Ya

Med an de war-lerc'h vije ka(v)et ur bern kontilli ha ur bern fourchetesou pudur, houzoh walc'h, kalz a goll o re !

– Ya

Beñ ya ! Hag un'-all oa digoueet ar mod-mañ gantoñ, med an dra-he zo re-wir ! Barzh ti ma zad-kozh a oa un' à tiveja mé-keres hag oa pedet d'ond d'an eured, sete hañw lar da ma zad-kozh a lar daoñ neuhe, kara :

« Mond a ri d'an eured 'benn dissadorn penn-su(zhu)n Jañ-Mari ? »

« Oh ! Aet a-walc'h vijen… » 'N-hin(i) a lar, « med meus ket (a) zilhad d'ond ! »

Med d'ar mar(e)-se oa powr an dud, houzoh walc'h. Setu hemañ a lare daoñ :

« Oh bah ! » A lar, « me bresto dit » lar, « ur bragou poltok meus ahe his-se hag ur chupenn » 'n-hin(i) a lar, « red é dit mond d'an eured neuhe ! »

« Ma neuhe 'h iñ ! » 'N-hin(i) a lar, « ma brestes anê diñ »

Set' int aet d'an eured 'ha ! Ma zad-kozh oa 'è, med daon ! Med hemañ zo 'n-om ga(v)et mew-dall ! Hag oa klask cheu deuh ma zad-kozh goude !

– Ah ya ?

Beñ ya ! Ha oa 'h essañ kannañ 'naoñ p(a) oa 'n-om ga(v)et mew ! Sete ma zad-kozh lare daoñ :

« Daon ! N'añw ket d(a) 'n-om gannañ deuh-ouit 'ha ! » 'N-hin(i) a lar, « metramant me zivrego ma dilhad ! » Lar

Pudur na prestet dilhad daoñ, houzoh walc'h

– Na ket c'hoant da gannañ

« Mi na 'n-om lakon ket da 'n-om gannañ deuh-ouit-te ! » Na laret daoñ mod-se, « daon ! Ma 'h an da 'n-om gannañ deuh-ouit, me zivrego ma dilhad ! » Lar, « (e)ma ma dilhad war da gein ! » 'N-hin(i) a lar

Med an dra-he zo gwir sè !

12/06/2016

Jerriñ laezh

Trañskripsïon bet disvanket d'ar 15 deus mis-kenver 2016
Transcription corrigée le 15 janvier 2016

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant hir ma gwraet ba ti-G. ha M-C. ba Karnod. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
G. (deus Karnod)
M-C.  (deus Plourac'h)



Deus pet(r)a vo kontet c'hoazh ?

– Te pa kontet din damaig deus ar labour pa gwraet

Ah ! Laezh, da zespun laezh ?

– Ya

Ah ya ! Ah ahe se zo ur gont-ell, ya

– Ya ha pe-sort mod vije gwraet neuhe, pugur me n'ouzon ket sort e-bed !

Beñ neu'n vis(e) jerret in bidoniou

– Ya

Deus an hañw vij(e) passêt diw wech blam da pass d'ar laezh da drenkiñ ba'r bidoniou, pugur oa ket refroadisseurien na mann e-bed ! Ha vij(e) passêt d'an noñs ha war-lerc'h vis(e) hadpassêt 'vi(d), 'vi(d) ar laezh ar mintin, raog lein. Gis-se vij(e) passêt diw wech memes plass

– Mond a rees da-beked pe-lec'h neuhe ?

Da-beked Plouie, Poullaouen, C'hot d'Armor, partoud…

– Ha peus kaojeet brezhoneg ga toud an dud ?

Ah ya !

– Ya ?

Ga toud ya !

– (Ne)med brezhoneg partoud

Ba'r mar(e)-te oa kemed brezhoneg !

– Ya ha 'n-om gompren a ree an dud ?

Ah ya ! Ar re-gozh gaoseent kemed brezhoneg hañ ! Toud ar c'hampagn ahe, heñi e-bed gonte galleg diñ !

– Ha pe-sort hano na da vicher neuhe e brezhoneg ?

Jerrer-laezh

– Jerrer-laezh, ya

Ya, jerrer-laezh

– Ha ga pe-sort, pe-sort karr neuhe ? Pe-sort oto ?

Ah ! Ga'r c'hamioñ, bidoniou. Ya, bidoniou sklok klok klok klok klok ! Ba'r c'hampagn

« Diwall é e(rr)o paotr ar laezh ! »

Pa 'n-om ga(v)e an heñi vise war an hent 'h ee gost(e) ba'r park kad-owen da ve friket ! Ba-neus vis(e) press war'ha(no)mp… Ah ya !

– Ha goude-se 'h ees da, da be-lec'h 'h ees neuhe ?

D'an usin ba'n traoñ as(e), da Lamprat, Ponvel ba'r Zone as(e). Nego-Beurre-Œuf vije ba'r mar(e)-te ha war-lerc'h neu'n ziskargès da gamioñ da-hun, ga bidoniou dow-ha-dow ha war-lerc'h hadjerrès ha basseent ba'r laveuse pé vijent riñset, ba'r laveuse ha hadtapès 'nê. Ha war-lerc'h neu'n pé 'h ees d'ar feurmiou ha ma vije pemp, pemp bidoniad-laezh, leuskès pemp-ell, re-net ! Leuskès pemp ha dapès pemp ! Ah ya, gis-s(e)… Gis-s(e) da gamioñ vise leun delc'hmad kwa !

– Ha 'vid riñs(añ) ar c'hamïon ar mod-se, pe-sort mod vije gwraet ? Gad un'…

Hañ beñ goude ga da zoworn, ah ya gast ! Ya-ya, dow-ha-dow ha oa ur chadenn ha' zelc'het, hoñzh zelc'he neu'n, set an hin(i) oa ar chadenn ha un' vije 'tigoriñ ar bidoniou

– Ha bidoniou ped litr oa ?

20 litres

– Ugent litr ?

Ya, 20 litre + ar bidon 25 d'o(be)r, 25 kg hag un' peb tu kwa ! […] N'eus ket hañi koshoc'h e-bed 'viton 'ha ba'r laezh ! Me ma komañs(et) 67, mai 67 da jerriñ laezh, a-raog oa ar c'hoaien, a-raog vij(e) jerr(et) koaien ha war-lerc'h oaint komañset da jerriñ laezh ha neu'n ar ar-gozh n'ekremegn ket kin, reent ket koaien kin, ba'r feurmou !

Ha neu'n oa tud, tud war ar c'hampagn !

Ah ! Leun partoud ! Ba Bulat ma ur feurm ha chañchen ket plass da ma gamioñ ha oa unneg klïant

– Ah ya ?

Ya, unneg ! Ga o bidoniou

« Diwall, kar hem(añ) é ma heñi ! Hem(añ) é ma heñi ha keme(nt)-s(e) so barzh ! »

Ha lod vije 'h essañ làerezh un tamm diñ kwa ! Oh ! Me oan ket ken macheñ-te, oh ! Tru(e) ma deuh ar re-gozh dram :

« Oh ! Mad é ? Leun é ? »

Euh oun keme(nt)-se

« Oh ya ! Mad é »

Pugur ugent litr zo laket dit

– Ya-ya-ya

Ar wech laket war ar c'haier, laren dê, war-lerc'h é echu ! War-lerc'h faot da bêiñ ha vije erc'hent ganemp ba'r c'hamioñ in liquide ba pochoniou

– Ah ya ?

Leun ! Pejou ha moni ha beb-sort… Ya, 'vi(d) ar pêi ha neu'n 'vid… Pet(r)a vé gwraet deus se… Mallezh an' Doue ! 'N heñi na c'hoant da ga(ou)d un tamm avañs ba'r mis, se vije diskontet war da bêi finale ! An avañs oa war da bêi ha vije ràet, fé keme(d)… Fiche keme(d) goull ha vije digass(et) dit. Ba'r mar(e)-te an dud oagn ket pinvig heñ ! Vevegn deus ar pezh a douchegn, beb su(zhu)n

– Hag a vije gwerzhet un neubeud vïou ha neubeud…

Ah ya-ya !

– Amann ha…

Ya ha laezh ! Ha toud an dud na laezh, oa klïanted partoud ! Klïanted laezh partoud

– Ha oa ur bern feurmiou partoud 'e

Ah leun ! Me meus bet gwraet da-beked deg ha pe(va)r-ugent feurm ba'n devezh

– Ba'n devezh ?!

Ya, ba'n devezh ! Ya

– Ah ya, med matress(e) oagn toud memes plass 'e kwa !

Ah ! Lod oa unneg

Oh ! Oagn ket ! Ba'r memes plass

Oagn ket toud memes plass

– Nann, med kalz ba'r memes plass memestra

Ya, med deg ha pe(va)r-ugent meus bet gwraet

– Ah ya

War ma dourné, deg ha pe(va)r-ugent hano-klïantou ha toud da verkañ

– Ur sakre kamïon bras neuhe ?

Oh ! N'é ket, ur machin hir se ha leun bidoniou barzh

Ya, med diw pe deir gwech vije emm mond da ziskargañ

Ah ya ! Me ree izhpenn un dro !

– Ya-ya-ya

Ah ya ! Deut 'è da ziskargañ ha 'h een war ma gis

– Mod-se vije gwraet kwa !

Ah ya-ya ! Feus ket klêt kont deus se gwech e-bed ?

– Beñ, me meus ket bet…

Deuh ar laezh ?

– Deus ar laezh, ya, med me meus ket gwelet

Ya, med pass ba'r c'homañsamant

– Ya, med pass ar jerrer, jerrer-laezh ma ket gwelet

Ah bon ?

– Te é an heñi kentañ

Ah ! Med amañ (e)ma ar c'homañsamant-tre kwa ! Just war-lerc'h ar c'hoaien, just ! Ha memes vije jerret koaien ba'r mar(e)-te c'hoazh ! Seizh la ha tr(i)-ugent

– Ya, ahe pa komañset ?

Ya, 67

Ahe neus echuet !

Ya… Heñ ?!

– « Ahe neus echuet » neus laret

Ahe feus gwraet ga (???) ! Ahaha

Pouf ! Oh ya ! Bet meus bet tapet ma gont ba'r machin-te ga'r bidoniou-te !

– Ha digoueet, matresse oas digoueet tousk an dud, ar mod-se peus ket gwelet traou fentus walc'h ?

Oh beo 'ha ! Oyowyow ! Oh ma Doue !

– Ha traou da gontañ din ?

Beb sort mod ! As(e) vije beb sort mod war ar c'hampagn ! Memes ba'r fin a oa beb sort mod c'hoazh… Pass ba'r fin-tre ase, med… Pugur meus aret(et) deg la so, med raog as(e) oa c'hoazh… Un' vis(e) 'ho(r)tos 'hann vij(e) riñs(et) ar bak d'ar sul, ar bak-laezh kwa ! Blam da lakad dour tomm barzh d'ar vugal(e) da zond da dap o bain kwa ! Vij(e) laket dour tomm ba'r bak a laezh hag a bugale-t(e) vije, vije gwerc'het ba'r bac à lait

– Ha vije laket ar laezh goud(e)-se kwa


Ur wech riñset ar laezh, goude-se meus bet klêt ba ur bern plassou hañ !

– Ah ya ?

Oyow ! Oh ma Doue ya ! Beñ heñ oa ur machin braw hañ !

– Beñ ya-ya ! Me meus joñj deus an dra

Beñ ya

– Ba ti ma yontr oa mem-mod hañ !

Ya, beñ ya

– Med me meus joñj pa 'h een da dapañ gad ur loa, ar loa vras ar mod-se, da dapañ ur volennad-laezh kwa !

Ah ya ! Ya

– Ya hag ar laezh oa mad heñ !

Da zigoaveiñ(añ), me ma un' gozh memes ha' zigoave hi hañi toud bemde ! Ha pé wele lar vije, paotr an échantillon vije ganemp, da dapañ an échantillon, vije, vijemp dow ba'r c'hamioñ, neu'n hadlake ar c'hoaien ba hi laezh. Med pé vije ket paotr an échantillon zerc'he ar c'hoaien d'o(be)r amann ha vïe ràet laezh mem-mod… Ahaha ! Ah gast 'ha ! Ha c'hoazh oa ket pell deus as(e), pugur oa ba Kareis

… Matre'n n'out ket kap, med se zo pell zo !

Oh oa ket 'ha ! Pass ken pell zo-te ! In bidoniou oagn, oa ene, ba Kergroas ha ràe laezh dre ar prenestr !

– Dre ar prenestr ?

Dre ar prenestr ya, pé wele lar vije dow ba'r c'hamioñ, neu'n hadlake ar c'hoaien barzh, neu'n vije échantillon ! Med pé vij(e) kemed un' neu'n zerc'he ar c'hoaien 'viti

Feus ket emm da gontañ daoñ (???)

Mais si ! Ya, med tapet mamp 'nèi ! 'Benn ar fin ma e(rr)o marre ha houm(añ) oa 'h o(be)r fent ganiñ, 'benn ar fin ma digass(et) inspecteur des fraudes ma laret, ale ! Ha oa tap(et) an heñi-gozh

– Ah ya ?

Med pet(r)a vïe gwraet deuh houzh, mann e-bed… Nann, med e(rr)o ma marre ! Mallezh ma Doue ! Me ouïe walc'h pe-sort mod ree ! Just ha vije hadlaket ar c'hoaien ba'r pod-laezh, ahaha ! Pé vije échantillon, neu'n vije ur bern matière grasse, gis-se vis(e) pêet mad hi laezh dèi

Be oa tud, tud ha' oagn ket honnêtes !

Ah nann ! Ha hounn(ezh) oa ket, nann ! Ha na ouïon ket pegement tïer ba Kergroas, propriétaire c'hoazh deus toud !

– Apala !

Beñ ya, med…

Alïes é ar reñ-s(e), ya : Klañw un tamm kwa ! Ya, un tamm bihen 'è, trôet hi benn ! Trôet hi benn ! Ma, oh ya !

– Kalz difer's oa 'tre ar feurmiou gwech-all ?

Oyow ! Oh ! As(e) oa beb-sort ! Beb-sort ! Ah ya, as(e) oa beb-sort ya !

– Beb-sort mod, beb-sort tud

Oyow ! Ha tud, tud prop ha tud lous mad ! Ahaha

– Lous mad, ahaha

Ohoho !

– Ya, sakre difer's sur ya !

Ha hañi e-bed so bet klañw ga'n amann !

– Ah nann !

Vije gwraet diwar 'r laezh

– Ya-ya-ya

Den e-bed oa bet klañw

– Nann-nann, med an dud oa kustumet a-raog

Goude vije laezh zo hanter-vrein macheñ ! Laezh hanter-drenk, me errue ba'n usin ha vije gwraet amann ga toud ! Den e-bed so bet klañw gantoñ, ahaha ! Ha brem(añ) é leun, premier (???) ha ouïen ket pegement a draou toud

– Neus ket blas kin

Ah eürusamant !

Nann

Ma'hat 'vel passeet ba, ma vé gwraet publissite, (???) c'hoazh (???) traou gis-se, med d'ar mar(e)-te oa ket keme(nt)-s(e) sañs 'vel an traou brem(añ) hañ ! Oula !

As(e) tàe beb-sort laezh d'ar lost-te, ba'n usin 'è… Oyow !

– Med ar saout, ar saout oagn ket memes re 'e ? D'ar mar(e)-se

Ah ! Beb, beb-sort vij(e)

– Beb-sort vije ha mignoc'h 'vid bremañ kwa !

Normandes ha re mod-kozh ha saout…

– Un difer's oa 'vid an amann 'e, feñ 'vid ar laezh ?

'N difer's ?

– Ya

Daon ! Ar laezh vije pêet deuh ar matière grasse vis(e) barzh ! Deuh ar matière grasse ha neu'n deuh ar c'halite !

– Pet(r)a vije laret deus an dra-he e brezhoneg ? « La matière grasse »

Matière grasse vise laret, aha !

– Laret vije ar mod-se ?

Ya : M.G.

– M.G. ?

M.G. oa ar pêi !

« Pegement meus ? »

« Oh gast mamp ket (???) ya ! »

– Ah ya ha pêet vis(e) deus ar « matière grasse » ?

Ya

– Ya, med pe-sort mod vije musulet ?

Me ma ur musul da lakad ba'r bidoniou ha vij(e) ket pemzeg litrad barzh a vije laket mé musul, tak ! Quinze, as(e) meus 'naoñ c'hoazh, ah(e) (e)ma ! Ha ma gloger da dap echantilhonou meus ase, en réserve as(e)… Ma fo c'hoant da dap ur foto, ar reñ-s(e) so des reliques, ah ya ! Des vraies reliques ! Deus ar reñ-s(e) vé ket. 1-2-3-4-5 da-beked 20 ha lakès 'nê en biais ba'r bidoñ, a-dreus e gis-se, klak ! Ha welès pegement vis(e) barzh, ya-ya

– Ya, me meus joñj deus ar « bac à lait » 'e ba'r feurm kwa ! Ba ma, ti ma yontr kwa !

Ah ya-ya-ya-ya !

– Hag a teue ar…

Ar bak a laezh

– … Ar jerrer-laezh teue da…

Ah ya-ya ! Ar bak, ar bak ya !

– Ya, med hemañ, an heñi a jerre laezh teue da, a-bred deuh ar mintin, med da bemp eur pe un dra mennaket ar mod-se

Ah ya-ya ! Ha nem gomañse da pidir-pemp eur, pidir-pemp eur ! 'Benn-neu'n vijen demarañ deus an traoñ-s(e), memes goude vije bako vije komañs(et) a-bred hañ ! An dro vije gwraet a-raog la, a-raog vije gorôet ar saout, ur c'hamionad, a-raog vije komañs(et) an dud da hor(o) ! Pugur fa ket droad d'amerd an dud a-raog pa vijent 'hor(o) ! Ahaha

– Ah beñ ya !

Ah nann-nann-nann ! Ar macheñ gouee ba'r bak, pugur an transfert vise gwraet deus se. Ar laezh tàe ba'r bak ha oas ket kap da denn 'naoñ maes, ba-blassou vise gwraet, med pass kalz. Gis-se vise gwraet un dro raog ha war-lerc'h hadkomañsen, 'benn-neu'n vise gorôet ar saout ! Ar laezh dê

– Med kérroc'h oa ar laezh d'ar mar(e)-se pe… ? 'Vid bremañ, pe… ?

Oh ya ! Ya-ya, an dud ree o, veve deus se ! Me bêe an dud en liquide !

– Ya-ya, med bremañ vé klêt trous diwar-benn an dra-he

Ah bremañ ! Oh eo ! Brem(añ)…

Ha 'zhpenn se vije gwraet !

Ya ! Laezh ha moc'h ha koèleou ! War-lerc'h oa deut ar bako

– Ya

Neu'n oa ket mem-mod kin

Entremont na dija !

– Ar bako ?

Bak a laezh !

– Bak a laezh

Entremont na deja raokoc'h !

Entremont oa… Ah ya ! Na eñstalet bako a-raog mamp gwraet nem ! Nem oa c'hoa(r)i ga bidoniou c'hoazh, tàemp da haloupad an heñchou

Dizhtu na dihanet da jerriñ laezh ! D'ar mar(e)-te oa, oa ur bern usunou hañ !

– Ya

Koñkurañs

Oh ya !

Diw (???) laezh

As(e) vïe béc'h !

Ya

Klask tap ar c'hlïant

Ha bremañ, bremañ n'eus kemed un' gi-m(añ), houzoh walc'h, ba Kareis

Nann-nann, bremañ vé… Ba'r mar(e)-te vij(e) koñkuroñs !

– Ya, mignoc'h 'vid bremañ kwa !

Ya, Entremont, Nego, Coopagri oa 'è, tri pe be(va)r oa

Landerneau vije gwraet deus hezh !

Ah beñ ya ! Lod…

Landerneau oa, n'é ket Coopagri vije laret neu'n !

Ya, Landerneau ya

Ha neu'n re-ell oa c'hoazh

Ha lod vijent ket kontant deuh o matière grasse

Aha !

« Ah ! Me zo 'hond da cheñch ! »

Ha 'h eent ga un'-ell, ar matière grasse vije mem-mod memestra, ahaha ! Oyew ! Ya, ar matière grasse 'n-hin(i) a gonte ! War hezh vije pêet ar laezh, ar c'halite vije, pugur oa tubou hir gis-se ha vije tapet ur ba(nnac')h ba hezh ur wech ar mis, hop !

– Digoaveinet vije, digoainet ?

Ba p(e)-lec'h ?

– Beñ n'ouzon ket, med war-lerc'h vije gwerzhet ar laezh 'e, digoainet

Ha war-lerc'h vije ekremet

– Ya

Ba'r lost a(ho)nt, ya digoaveinet

– Med drol é memestra, pugur vé klêt vije pêet an dud deus…

Ya

– … Deus ar c'hoaien 'benn ar fin kwa ! Ha goude-se vé digoainet kwa…

Ya, med ga, ga'r c'hoaien vije gwraet amann, ba'n usin ba'n traoñ as(e) ha oa ekremeusou vras, pejou re-vras, oh ya !

(????) bet vije gwraet ga'r c'hoaien dê toud

Ga'r c'hoaien d'o(be)r amann da Redon

Izhpenn amann vije gwraet !

Ya, med da Redon 'h eegn

– Da Redon ?

An amann vije gwerzhet en petits pots de crème 'è…

Ba'n usin Nego-Beurre-Œuf, un usin-amann oa ene. Ar beïsanted ba'r mar(e)-te nagn, nagn keme(d) o… Ar pezh a reegn deuh o laezh ha deus o dammou traou c'hoazh 'e

– Ya

De-ha-de, ar re-he reent ket, lakegn ket erc'hent gost hañ !

– Nann

Oa ket emm kement erc'hent 'è 'vel bremañ ! Oa ket meh-mod

Nann, ga se 'h eegn d'o(be)r ar gomissionou

– Ya, da brenañ kafe

Bar(a), da Gareis pe da Gallag

– Oa kime(d) prenet kafe pe… ?

Ah ya-ya-ya

Ya-ya !

– Chicorée, sukr…

Ya

– Pet(r)a oa… Pet(r)a vije prenet a-raog ?

Desseriou vije ket gwal doullad, nann

Nann

Nann-nann, jus de fruits ha traou a gis-se vije ket 'è

Oh nann !

Dour petramant jistr !

– Ya

An amann vije gwraet ba'r yêr

– Ba'r ribot kwa

Ya, med war-lerc'h se na dihanet hañ ! Oa ket gwraet amann, vije ket gwraet kén amann ha vije ket, eh ale ! Vije gwerzhet ar laezh ba partoud, ale ! Heñ ?

– Echu an traou

Ya

Passeal a ree ba'r mar(e)-te n'eent ket dalc'hmad da Gallag d'o(be)r o c'homissionou, na da labourad

Oh nann-nann, ar Lait-Co vije gwraet deus hezh, bassee ur wech ar su(zhu)n

Ya-ya-ya vije (???) solud ba'r c'hampagn partoud (???)

Ha nem zigassè fromaj, yaourt, petits suisses… Livrañ 'nê, 'n-ur jerriñ laezh kwa ! Fromaj, yaourt, petits suisses, amann

– Amann ya

Livret, komandet vise, beb su(zhu)n vise livret, ya ha oa ket frigo (e-)bed ba'r c'hamioñ 'benn-neu'n, deuh an hañw vije, ar yaourt vije un tammig…

– Un tamm trenk

Den e-bed so bet klañw ga se

– Med me meus ket, meus ket klêt kaos deus ar yaourt en mod e-bed heñ !

Ah boñ ?!

– Den, den e-bed na bet debet an traou sort-se

Petits suisses ha yaourt

– Ah ya

Vije leizh ar c'hov, oh mallezh an' Doue !

11/06/2016

Ar gwele-klos hag ar chern

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-M-L. ba Ponvel. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pet(r)a vé gwraet deus an dra-he e brezhoneg ? An tamm meurbl amañ

Ene ?

– Ya

Ah ? Ur gwele-klos ?

– Ur gwele-klos

Ah ya !

– Ha vij(e) ket un dra bennaket kichenn ar gwele-klos ?

Ah yeo ! Ur chern, med hezh, hezh oa ba'r grign(er) ba du-m(añ) ha ma dad lare :

« Matress(e) vo moien d'o(be)r un dra m(e)nneg ga hezh, me zo 'hond da gass 'naoñ da Gareis »

Ha oa kass(et) da Gareis ha oa tigwraet pé oa bet an tan ! Ar mod-se n'eus keme(d) hezh-se choma deus meurbl kozh ma dad kwa !

– Ah ! Braw é heñ !

Ya, heñ oa ba'r grign(er) ha ma dad lare :

« Memestra… »

Un' kàer na raog ha' oa bet renket hag pé na gwel(et) na laret :

« Oh ! Mem(e)stra ga hezh, matress(e) so moien d'o(ber) un dra m(e)nneg »

Med hezh oa kozh ! Se oa kozh-kozh ! Pu(g)ur ma dad lare neus ket bet aneet hezh (ne)med kozh-kozh

– Ya kozh-kozh-kozh, mil-gozh kwa !

Ya, ya

– Med ar werc'hes zo ? N'é ket ? Ur santes ?

Santes-Katell

– Santes-Katell, ah beñ ya ! Santes-Katell ya. Med pet(r)a vije laket ba'r chern ? Pugur an dra-he oa ur bank

Ah med ! Pet(r)a vise bet laket ? Med me meus gwel(et) ba ti ma dantin… Hañ ! Meus ket joñj kin… Oh yeo ! Ma'hat vis(e) laket ar bleud 'vi(d) ar lon(ed), 'vid ar loueou ! Ya-ya

– Hag a vije laket an dra-he ba'r chern

Ba'r chern, ya

– Ah ya ha vije ket laket pellachou 'e ba'r gwele ?

Ah yeo !!

– Yeo ?

Me meus bet kousket war ar pellachou

– Pellachou pet(r)a ?

Holalalala ! Ah ya ! Holala !

– Pellachou-kerc'h ?

Ya

– Ya

Ya, oh ya ! Pad pell ! Poulalalala ! Hoho ! Oh ya !

– Ha pe-sort mod vije gwraet neuhe 'vid kaoud ar pellachou ?

Beñ vis(e) jerret

– Jerret

Jerret ar pellachou pé vis(e) dornet an e(o)st kwa !

– Ya

Vis(e) jerret ar pellachou, vis(e) ka(v)et da lakad ba'r gwil(e) kwa !

– Ba'r gwele ya

Tenne(t) vise an hen(i) braw kwa !

– Ya

Ha vis(e) laket gost(e)

– Ha laket ba'r gwelïou kwa

Ya

– Ba'r holved

Hag… Ya ha vise jerret a-hed ar bla pé vis(e) laket…

– Ur wech ar bla vije laket ?

Oh ! Diw wech

– Diw wech ?

An dra-s(e) us heñ !

– Ha oa blod an traou ?

Holala ya ! Med vis(e) ket braw ar gwilïou…

– Ah ya ?

Holala !

– Blije ket dit ?

Oh nann ! Oa ket braw… Un toull vis(e), un toull vis(e) barzh ! Med ma dad zo bet pad e bu(he), houlle ket mann-ell e-bed (ne)med ur…

– Ur gwele-klos kwa !

Ah ya !

– Ya-ya

Houlle ket matelas ! Ah nann-nann !

– Oa ket kustumet kwa !

Nann, oa bet pad e bu(he) oa… Ah nann-nann ! Houlle ket matelas !

– Drol an dra-he zo disparisset founnus a-walc'h heñ memestra !

Ya

– Ar gwele-klos

Ah ! Ar gwele-klos ya, oh ! Ar reñ-s(e) zo kàer !

– Ya, bremañ ya

Oh !

– Kàer ha kér, an dow

Oy ! Me ouïon ket, ouïon ket pet(r)a tàey an dra-s(e) da vid, med me 'n-om domma deus ar reñ-s(e), deus an traou-se, ar reñ-s(e) zo traou ma mamm, ma dad ha ma mamm kwa !

– Beñ ya, normal é kwa !

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog