29/04/2016

C'hweet ar paotr-bapeur war i drakteur

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Du-mañ ba'h ar feurm lem a oamp o chom ahe his-se, barzh Pen-ar-Garront vé gwraet deuh an dra-he, ma mamm-gozh oa ganet ahe deja ! Ha goude oa ganet ma zad ha goude ni zo ganet ! Set' ar mod-se, weles walc'h, beñ omp bet pell ba'h ar memes…

– Memes plass kwa

Heñ ? Ha ma zad din-me oa ar paotr-bapeur

– Paotr-bapeur ?

Ya ! Paotr-bapeur… Ur breur ma ha vé… Heus ket anveet 'naoñ sur walc'h ! Ha fin matresse heus 'è, n'é ket ka(s)i-sur, re yowank out. Ma breur oa deg la koshoc'h eviton-me, hezh 'n-hin(i) vije c'hoa(r)i gad Yannick Larvor ! Ma breur na gwraet an orkestr mé-keres « Ar Lapoused Noz ». Ma zad ha hezh d'ar blavezh mil seizh-kant ha war'n-ugent, mil, euh mil… Non, attends, mais 47 ! Dis-moi, il était…

­- 1900 pe… ?


Ganet a oa 1900… Mil naw-c'hant seizh war'n-ugent !

– Ah mil naw-c'hant ! Med mil seizh-kant, oy biskoazh ! Ehehe…

Nann-nann ! Ahaha ! Ya, ah daon ! N'é ket, mil naw-c'hant seizh war'n-ugent oa ganet ! Set' d'ar bla mil naw-c'hant seizh ha dow-ugent a oa aet d'o(be)r i goñje, ya. Hag du-mañ oa ur pezh feurm, pudur oa diw feurm memes ga ma zud ! Diw laket ba'r memes hini, n'é ket dê oagn hañ ! An dra-he oa…

– Feurmet kwa

Feurmet ! Setu ma zad a lare :

« Pe-naos a rin-me bremañ pa 'h ey ma mab d'o(be)r i goñje kwa ? »

Set' pet(r)a neus gwraet (ne)med prenañ un trakteur bihen ! Oa an eil barzh Skrigneg

– Ah ya ?!

Ah ya ! Oa ket lec'h-all (ne)med un' ba'h ar bourk amañ hi-mañ hag a'h ee d'o(be)r antrepris ! Ha hañw oa un' bihen evel né du-mañ ur Ferguson. Set' ma zad na prenet un' ar mod-se, d'ar mar(e)-se an dra-he ma'hat gouste ket keme(nt)-se ha pudur, houzoh walc'h ha laron dit…

– Oa emm kwa

Oa emm ha pudur 'h ee d'an tïer-all da joukour an dud ha ga un' ar mod-se a lare… Hag neuhe ba'h ar yêr 'è memes-mod a gallen o(be)r ma labour. Set' oa deut hezh hag an dra-he oa fentus, houzoh walc'h, pudur… Pudur a-raog an dra-he 'h ee da zornañ, pedur i dud daoñ, da ma zad, ha na ur mikanik… Me meus ket joñj deuh an dra-he, med na ur mikanik ga keseg hag a'h ee da zornañ !

– Ah ya ?

Ya ! An dra-he vije… Goûd a houzes pet(r)a é mond da zornañ, houzoh walc'h, da zornañ ed ha traou

– Ya

Ba'h an tïer-all, set' 'h eent d'ar mar(e)-se ga keseg hag ga ur moteur Bernard ! Heñ ? Vije ur moteur Bernard laket d'ond war un travail, goûd a houzes pet(r)a é un travail ?

– N'ouzon ket… Apala !

(A)c'hanta ! Te heus kalz a draou da ziskiñ !

– Beñ ya !

Bremañ 'h añw da zisken dit amañ ma ga(v)omp… Sell ! Amañ (e)magn ahe just a-walc'h ! An travail, sell gwel a res ? Sell, an dra-he é, an dra-he vije gwraet, med amañ (e)ma an travail, plass beañ un trakteur, eh beñ ah ! … N'é ket war hemañ (e)mañ 'è… Daoust ha pe-lec'h meus gwelet 'naoñ ? Me gave din-me war hemañ 'n-hin(i) oa an travail, heñ n'é ket un travail é ! Hezh so da bressiñ ar plous pa vé, pa vé dornet !

– Gwaskañ 'nê-gn ?

Da waskañ 'nê, da lak anè-gn in botou ! Amañ 'n-hin(i) (e)maint, houzoh walc'h, war 'r leur

– Ya

Ha 'tornañ !

– 'Tornañ ya

Goûd a houzes pet(r)a é, med (e)ma ket 'n travail amañ, n'onn ket pe-lec'h (e)mañ bremañ, n'é ket war hemañ (e)mañ ! Me gave din war hezh 'n-hi(ni) oa… Med un travail oa ur machin hag a vije laket an ed barzh ha…

– Ya, blam da lak anaoñ da basseal kwa

Beñ blam da lak anê da basseal ha d'ar greun da zond, houzoh walc'h, war… A-goste gouee ar greun, ar plous 'h ee ar mod-se

– Hag a oa un tañ(v)oues pe un dra bennaket ar mod-se ?

Ya ! Ya ! Setu… Neuhe d'ar bla-se mé-kéres, p(a) oa deut an trakteur oa fassilitet an traou ! Oa k(et) red kaoud keseg kin

– Beñ ya sur !

Vije hezh gad ar lèrennou a gasse an travail en-dro hag set'…

– An « travail » oa hano ar mekanik kwa ?

Ar mikanik vije gwraet an travail deusontoñ

– Ah ya

Ya, mikanik, ar mikanik da zornañ

– Ah ya, an dra-he oa kwa

Laret vije « e(rr)i, dond a rey an travail »

– N'é ket « koufr-dornañ » ? N'é ket…

Ur c'houfr so… An dra-he ree parti deuh an travail ! Pa oa deut hezh, ma haotr-kaezh-mañ, du-mañ, meus choñj klêd ma zad oa ken c'hweet war hezh, ma haotr-kaezh-mañ ! Meus gwelet 'e… Ha teue an dud da sell deusountoñ deuh a bartoud ! Oa ket bet gwelet an dra-he c'hoazh ! Hag an ameseges a lare :

« Oh ma Doue ! Ur machin mod-se n'ay ket ba'h ar parkeier 'ha ! Hezh a'h a da zivoñsañ parkeier »

Goude oa un tamm hin(i) bihen

« Eh ! Hezh a zivoñso ar parkeier hag a bladoussenno toud an dou(a)r hag an traou ! »

Med daon ! Ken kirivus 'vel oagn, houzoh walc'h, ar mod a vé toud an dud, pé teu un dra mennañket teuont da weled ! Set' ma zad, a lare mamm din, vije c'hweet, paotr-kaezh ! Teue an dud war ar girji da sell deusountoñ passeal. Un devezh, ma haotr-kaezh-mañ, oa deut tud da weled 'naoñ war ar harzh ha hemañ a ree kement a sin dê, na ket gwelet ha oa e(rr)o ba'h ur poull-dour ! Ha oa renket… Med re-wir ! Ha oa renket da hond da gerc'had ur lon-keseg da chechañ warnoñ da zond, da zond er-maes ! Set' mamm na gwraet ur leusson daoñ ha na laret daoñ :

« Ah beñ ! Daoust ha-hañw ?! » 'N-hin(i) a lare, « 'benn ar wich-all selli deus da hent ! » 'N-hin(i) lare, « heb dit saludiñ an dud toud ! »

– Ha fougeal kwa ga…

Ha fougeal !

– Ya

Eh ! C'hoant da fougeal, houzoh walc'h, ga i vachin 'è ! Kompren a res ?

– Oh ya ! Ha surtoud be disac'het ar mod-se gad ur chô war-lerc'h…

Beñ ya ! Ah fidendoue ! Hemañ oa 'n-om ga(v)et, houzoh walc'h, un otrou tal-kichenn an ameseged-all ! Ha pezh ar re-all lakè un devezh d'o(be)r, pe un devezh-hanter, hemañ neuhe a ree an dra-he 'n-ur 'h o(be)r div-eur harolaj

– Ah beñ ya sur…

Kompren a res ? Ha di-boan ! 'N-ur 'h o(be)r div eur harolaj

– Ya-ya-ya-ya

Heñ ? Ar pezh a lake ar re-all un devezh hag a houzoh walc'h un trakteur oa buan ! Oa ket red boueta ar c'heseg deuh ar mintin na sort e-bed ! Heñ vije prest dalc'hmad ! Set' ar mod-se oa komañset hag a'h ee da dïer tud 'è, vije goullet d'ond da dreiñ dou(a)r, an dra-he oa an dra gentañ vije gwraet !

28/04/2016

Vije ket morailhet an norejou gwech-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ganen-me ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Morailh(añ) an nor

Ya, morailh(añ) an noñr !

– Ha pet(r)a é ar machin neuhe ?

Ah beñ, ar mod… 'H an da zisken dit pet(r)a é ar morailh… Amañ zo ur morailh war an noñr ! N'é ket… Sell !

– Ya, amañ (e)ma

(E)ma ar mod-se

– Ya

An dra-he so morailh(añ) an noñr mé-keres. Ha beañ zo re-all mod-all hag a'h a mod-se, amañ n'eus hin(i) e-bed ? Ah nann ! Amañ n'eus hin(i) e-bed war an noñr-mañ

– Ha pet(r)a vé gwraet deusoute ?

Ur morailh a zo ur machin ar mod-se hag ur pezh bazh hag a vé degasset ar mod-se, an dra-he vé morailhet an noñr

– Ah ya, morailhet kwa

Morailhet

– « Verrouillée quoi » ?

Verrouillée ! C'est exactement ça ! « Morailhet » c'est « verrouillé »

– Ha an heñi-all n'é ket ar loked é ?

Ar loked é hemañ !

– Hemañ é ?

Hemañ 'n hin(i) é ar loked

– Ha « lokediñ » vé laret 'e ?

Ya ha hemañ metramant hemañ, sell ! Un loquet

– Ha laret vé « lokediñ » ?

Ya ! Laret vé « lokedet » lar 'n-hin(i) vé ket 'vid digeriñ an noñr

– Ya, lokedet é kwa !

Ya

– Ha diloked

Ha diloked

– Ah ya ?

Ha morailhañ ha divorailhañ

– Ya-ya : Morailhañ, divorailhañ

Ya

– Lokediñ, dilokediñ

Ha dilokediñ hag ar mod-all, eh beñ mod-all…

– Ha goûd a houzes pet(r)a vé gwraet deus an dra-he zo ba'n nor blam da sell ?

Hañ ! N'onn ket 'ha ! N'onn ket pet(r)a é an dra-he ! Vije ket gwich-all hañ !

– Vije ket kwa

Bremañ vé an dra-he da wel piw zo maes

– Ya, ya-ya-ya

Heñ ? Da… N'onn ket 'hañw vé ket laret, in galleg é un judas

– Ya, « un judas » é… Ehehe !


Med ehehehe !

– Pass in brezhoneg kwa

Pass in brezhoneg

– Un toull kwa !

Ya, dre-amañ vije ket an dra-he ! Vije ket red beañ… Ar c'hontrel 'n-hin(i) é ! Daon dre-amañ kajimant vije ket morailhet an norejou, gwech-all vije ket owen deuh an dud ar mod-se !

– Beñ nann ! Laret oa din oa, chome an nor digor

Daon ya !

– Pad an de kwa

Ya ! Hag amañ é meh-mod 'è, war ar maes

– Ah ya, an dra-he zo chañchet !

Oh ! Beñ ya ! Ha c'hoazh 'ha ! Me 'h a da jerdrin hag… Daon 'ha ! Goud(e) teufe ba'h an ti, daon pet(r)a… N'ay ket 'n ti gantoñ ! Ah ! N'ay ket 'n ti gantoñ war i gein !

– Pezh so barzh sur !

Oh ! Bah ! Pezh so barzh, ahe zo walc'h a draou ha den e-bed no emm deusoute gwich-all 'benn… Pudur n'omp ket amañ kin, d'o(be)r pet(r)a ?

– Ya, med bremañ zo mignoc'h làerien 'benn ar fin kwa !

Ah an dra-he so ya ! Ya 'ha ! Ha bremañ… Med n'é ket klask traou mod-se (e)maint ha klask pet(r)a (e)maint traou 'velt hemañ, houzoh walc'h ha neuhe an telefonou hag…

– Traou, mekanikou…

Arc'hant dalve ket boan dê klask, pudur vé ket arc'hant ba'h an tïer kin ! Houzoh walc'h, pudur an dud, houzoh walc'h ha né keme(d) just un tamm… 'H a da gerc'had pa neugn emm !

27/04/2016

Heñw welè an int'rramañchou raog !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba Kergloff ba ti-R. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tamm bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha mod-ell, klêt peus kaos deus ar làer-amann ?

Ar làer-amann ?

– Ya

Oh yao 'vat !

– Ah ya, pet(r)a oa an dra-he ?

Meus ket bet komprenet re vad hañ ! Meus ket bet gwel(e)t am(añ) gwech e-bed ! Med mé mamm-gozh neu'n ma klêt kaoseal deus an dra-he

– Pet(r) larè-hi ?

Eh beñ, pet(r)a larè-hi ? Lar an dra-he oa… Ha an dud làerè amann blam ba o c'hilhorn, n'eint ket kalz 'ta da gaoud mïoc'h. Euh, nagn gwraet ga'n Dieoul, nagn gwraet ur c'hontra ga'n Dieoul. Hag e, deuh ar mod, n'ounn ket pe-sort-mod ! An amann basseè deuh ur plass ba'n heñi-ell kwa !

– Ya

Med an Dieoul oa 'choukour 'nê kwa ! Ha deus meus bet klêt ga mamm-gozh, kalz deus an dud ha' làerè amann 'n-om, 'n-om lahè war-lerc'h

– Ya

Set' ar mo(d)-s(e) oagn sur d'ond d'an ivern ! Ar mo(d)-s(e) oa, un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e) heñ ! Med (a)bow(e) pell zo zo brom(añ) heñ !

– Med klêt meus kaos lar oa bet ur « procès » ga ur làer-amann, raog ar Bresel

Raog ar Bresel ?

– Ya, un deñn oa bet tamalet ga tud deus i barres dé vi ur làer-amann ha oa bet ur prosses ba Montroules

Ah boñ ?

– Ya

An dra-he meus ket bet klêt

– Drol é an dra-he

Hag ar vêleien

– Ya

Ar person kwa ! 'H aretè ar làer-amann

– Pe-sort-mod ree-heñw ?

Beñ pedennou oa 'vid an dra-he, med n'ounn ket walc'h 'vid lar(e)d dit ba pe-sort pedennou, med klêt meus bet mé mamm-gozh lar(e)d an dra-he. 'H ee an dud dé wel ar person ha tàè, ar person tàè ba'r feurm

– Ya

Ha pedennou hag ma'hat an Dieoul 'h ee dreñw kwa ! Boñ, brom(añ), n'ounn ket walc'h 'vid lar(e)d lar, me gredan ket re d'an dra-he, med boñ…

– Ar person vennigè ar c'hreier matre'n ?

Ar c'hreier, ya

– Ya

Hag ar loned ! Hag e, ar làer-amann 'h ee-roud kwa ! Voilà, an Dieoul kwa ! Pugur heñw oa ba-dreñw walc'h 'vid kaoud euh, 'vid làer(e)zh an amann d'ar re, d'ar re-ell, d'ar re ha nagn bet gwraet ur, ur c'hontra gantoñ

– Ya

Voilà, an dra-h(e) peus klêt 'è ?

– Euh ya, klêt meus an dra-he ha lenn(et) treou 'ziwar-benn an dra-he

Ya-ya, ya-ya

– Treou-ell peus klêt 'ziwar-benn an Dieoul ?

Oh ya ! An int(e)rramañchou ! Mé mamm-gozh neump bet klêt lar(e)d, med an dra-h(e) oan ket walc'h 'vid, añfeñ… Euh, am(añ) oa, beñ tri deñn ha oa 'labour(a)d ba ti mé da-kozh ha mé mamm-gozh ba'n… Ba'r feurm, ba'n traoñ ahe. Ha o-dri oagn bet lahet ba'r Bresel Pe(va)zeg ha… 'Tre pe(va)rzeg ha triwec'h kwa !

– Ya

Ha un devezh, un noñs(v)ezh, mé vamm-gozh glêè pajou ba'r porzh

– Ya

Ha joñjè dèi oa soudarded 'tond ba permissïon

– Ya

Pass o-dri (a)ssam(es), med hañi un', un' pe dow kwa ! Ha pé zigorè (a)n nor oa mann e-bed

– Holala !

Glêè traou ar mo(d)-s(e). Hag e, un'-ell oa o chom ba'n ti zo ba'n nec'h ahe

– Ya

Tu Kleden doc'h amañ hi-m(añ), un' kozh é, Genver vis(e) gwraet deusountoñ ha Herry digantoñ ha hezh welè toud an int(e)rramañchou basseal war 'n hent

– Ya

Raog ! An dra-s(e) meus bet klêt 'è. Med boñ, mé mamm-gozh larè-hi ha mé da-kozh larè hezh oa ar mo(d)-s(e). Med heñw meus ket bet klêt lar(e)d gwech e-bed an dra-he !

– Pe-sort mod laret ? (A)n int(e)rramañchou ?

(A)n int(e)rramañchou basseè war 'n hent 'benn lar vïe bet barzh ene

– Ah ya, ah ya-ya

(A)n int(e)rramañchou 'h ee deus… Un devezh ma gwel(e)t un' deus kêr ahe ba'n nec'h. Ar mab-pihen oa ba'r skoul (a)ssames ganin ba Kergloff ha i da-kozh oa bet lahet ga'n Alamanted ha meus joñj gwel ar c'hirri 'è, dow garr-bihen diga'r c'herseg 'hond dé gass an dow gorv dé Gergloff, deus 'n uhel d'ar ver(e)d kwa ! Hag e-se basseè an dra-he. Ha hañw oa welè (a)n int(e)rramañchou raog !

– Ah raog ! Ya

Raog ! Pass… Meus ket joñj kin di(g)-eñw larè piw oa, gredon ket, med gwel a ree 'nê 'passeal kwa !

– Teuched vis(e) gwel(e)t 'è ?

An dra-mañ meus bet klêt 'è ! Ya, oh ya-ya !

– Pet(r)a vé gwraet doc'h « des fantômes » e brezhoneg ?

Ah, pet(r)a vise gwraet deusoute ua, holala ?

– Vis(e) ket lar(e)t un teus pe un…

Un teus, ya. Un teus, un teus… N'ounn ket di(g)-eñw oa ket pos-ell c'hoazh. Ha am(añ) oa ur gêr ba Tregoen ahe, ahe gaosèent deus, welè-hègn un tarow war 'r sklujou ! Un tarw oa basseè ba, ba… Wa'n heñchou oa

– Ya

Un tarw ! An dra-s(e) meus bet klêt 'è !

– Un tarow ?

Un tarw, ya. Un tarow ru ma'hat, ya

– Ha… Drol é !

Drol é, ya

– Med oa un teus ?

Heñ ?

– Oa an tarw oa un teus ?

Ha meus joñj ma, 'n dud deut gaoseè deus tarow an teuj kwa !

– Ya

Oa ket braw mond deus an noñs dé haloupad war 'n heñchou ! Un tarow tàè war-lerc'h an dud ! Med oagn kemed kontennou, sur !

– Ya, ya-ya

Med boñ… Kontadennou, n'ouzon ket pe-sort mod vé lar(e)t dre-just ?

– Med an dud welè an teuched pe… ?

Nañ-nann, klêegn !

– Klêegn

Welègn… Nonn, gredan ket negn bet gwelet ! Med wechou lod oa ebed re jistr pe lambig…

– Ya-ya, an teuched tàè ga'r boesson kwa !

Un devezh, meus joñj gwel mé dad-kozh 'tond amañ. Eh, deuet dé wel mé dad, larè daoñ :

« Me meus gwel(e)t un teñs(or) ! Un teñsor ! Heol zo ba'n traoñ walc'h ! »

Med mé dad na lar(e)t daoñ :

« N'é ket possubl, sur peus gwel(e)t ur gwer ha ga'n heol, an dra-he reflechiss pe… »

– Beñ ya, beñ ya

Beñ domaj oa ket aet dé wel, matre'n na rêson mé da-kozh heñ ! Med boñ, meump ket bet ka(ve)t an teñsor nim-blec'h e-bed !

– Klêt, kaoseet vis(e) deus an Ankou 'è ?

An Ankou ?

– Ya !

Ya-ya. An Ankou, ya. Deus an Ankou vis(e) kaoseet neu'n hag an dra-he oa un tamm… Klêè an dud kerseg ba'r porjou ga'n Ankou, oagn dé-heul an Ankou 'e petram…

– Ya

Deus an Ankou meus bet klêt kaos heñ ! Na memes ar re-gozh gaoseè (e)trese, ar re-yowank sponto, spontet vïent ga'n dra-he

– Ya

Klêo traou ar mod-se heñ ! An dra-he… Owen nïent, ar re-yowank nise owen 'hond-maes deus an noñs blam d'an, amañ oa an Ankou 'hond da zigoueo war'ha(n)on heñ ! Pe (a)n Dieoul pe…

– Ar lutuned 'è

Ar lutinou, ya, ya-ya

– Ar lutinou, pet(r)a vis(e) lar(e)t ziwar-benn ar lutinou ?

Ar lutinou oa surtoud ba-lec'h oa (a)r centrale atomique ahe

– Ah, ba Brennilis !

Blam oa des feux follets

– Ah ya

Voilà, an dud ree lutinou ga'r feux follets. Lod welè des feux follets partoud 'e. Med lod deus 'n-dro d'ar vered, d'ar ver(e)d vis(e) gwel(e)t wechou goulou blam d'an eskorniou ma'hat

– Ya, blam d'ar gaz deus ar c'horfou-marw kwa !

Voilà, vis(e) gwel(e)t goulou ba'r ver(e)d. Me meus ket gwel(e)t heñ ! Med klêt ar re-gozh 'lar(e)d heñ !

– Ya, pigur d'ar mar(e)-s(e) an archejou oagn ket jerr(e)t memes-mod 'vel brem(añ)

Beñ, 'vid traou ar mo(d)-s(e), ur wech oagn ba Kergloff 'h interriñ un deñn ha oa ba… Ba'r lower ha oagn 'lar(e)d an averenn 'vid un deñn ba Kergloff ha glêègn un deñn ha' neus skôet war 'r lower ha oa ket marw an heñi oa barzh !

– Ah bon ?

Nann

– Gwir oa ?

Ah, gwir oa !

– Oh lalala !

An dra-s(e) zo digouêt ba Kergloff

– Ya, ur c'hleñved benneg na bet an deñn ha…

Ur c'hleñved, n'ounn ket di(g)-eñw oa ket ur c'hleñved oa bet, ahe oa bet kalz tud marw ha vis(e) daw interriñ 'nê vounnus kwa !

– Ya

Set' ar mo(d)-s(e) matre'n, med oa interr(e)t tud ha oagn ket marw c'hoazh… Ha med, bet zo bet ka(v)et tud 'e ba'r lowerou, oa da zisinterriñ 'nèoñ war-lerc'h ha oagn kroget ba'n nec'h deus ar lower, ya

– Ya

Ha renke klask dond maes

– Ya, ga o divinou

Ga o divinou. An dra-h(e) zo digouêt 'è. Me meus ket gwel(e)t heñ ! Med boñ…

– Nann

Bet oan bet wel 'tisinterriñ mé da-kozh ba Kergloff pé oa chañch(et) plass d'ar ver(e)d

– Ya

Kass ar ver(e)d pellac'h. Ha pé oa disinterret mé da-kozh, me ma goull(et) mond dé wel kwa ! Set' ar mod-se ma gwel(e)t pe-sort mod oa…

– Oa-hañw ?

Oa-hañw, ya. Oa…

– Oa ket re dïaes ?

Oa keme(d) an eskorniou kin heñ ! Ha ga i chupenn hag i vragou kwa !

26/04/2016

Ar friséres-blew

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– N'é ket « ur rann » vé laret ?

Rannet i vlew ?

– Ya, ur rann war i vlew

Ya, matresse walc'h !

– Ya

Med ha rannet vije, demp-ni vije laret : « Deus amañ ha 'h añw da rannañ da vlew dit » Pudur pa oan yowank, meus choñj, vije gwraet deuh an eil tu ha egile, e vije gwraet des tresses ! Set' vije rannet kreis ar penn, houzoh walc'h, blam da bartajiñ 'nê

– Ya-ya-ya

Da veañ un' pep tu ! « Deus amañ ha 'h añw da rannañ da vlew dit ! » Ya, an dra-he vije laret

– Hag « tresses » pe-sort mod ? Peus ket joñj ?

Kordenniñ da vlew, « 'h añw da gordenniñ da vlew dit »

– Bern traou vije gwraet ga'r blew ?

Bern traou vije gwraet… Ah ya, friset vije 'nê, houzoh walc'h

– Med me houll traou simpl ar mod-se blam dit da lared an traou kwa, ya

Ya, blam dit, blam dit deuh an eil komz d'hiben vé ka(v)et ur gomz-all ha… Het' ar mod-se 'n-hin(i) teu ar c'homjennou !

– Ya-ya hag ar mod-se vo matresse mil komz 'zhpenn 'benn venoñs !

Heñ ? Beñ ya ! Ahaha ! Ah ya !

– Friset visent kwa ? Ha ga pe-sort oustilhou vije gwraet an dra-he ?

Ah ! Med an dra-he oa ur mod 'vel oa ket, vije ket bremañ ! An dra-he, barzh Skrigneg amañ oa un' hag a vije vriser-blew hag a na 'velt ur lamp bras ahe kajemant hag a vije tommet, kajemant vije devet da vlew dit ! Ma haotr-kaezh-mañ ! Hag a vije breñchet hezh war an elektrissite hag a vije laket dit neuhe bigoudïou ! Ha deuh ar lamp-se neuhe vije digasset traou domm warne, set' oa hom venn dindan ar machin ar mod-se ha bigoudïou war da benn ! An dra-he oa pounner ken a oa ! Hag deviñ ree da benn 'è (????) ! C'hoant ha da veañ friset ha poñsin ha kajemant lares mann e-bed, oh ! Kajimant an dud da zeviñ o venn pa 'h eent ar mod-se… Goude, ma haotr-kaezh-mañ, 'velt ba'h ar broiou tomm ha ba'h ar broiou du ahe his-se… Ur pezh penn vriset ! Med pedur oa ar mod, houzoh walc'h

– Ya-ya-ya

Heñ ? Ba pe-sort blavejou ? Ar blavejou hanter-kant neuhe, pe un dra bennaket ar mod-se

– Hanter-kant ? Tr(i)-ugent, ya ? N'é ket tr(i)-ugent ?

Oh ! 'Benn-neuhe oa moderniset traou, n'é ket tr(i)-ugent… Med ehe ! An dra-he oa ba'h ar blavejou hanter-kant !

– Hag « ur friser » vé laret kwa ? 'Vid an heñi a ree an dra-he kwa

Friser ya… Dre-amañ oa « me zo 'hond da vrisañ ma blew ! »

– Ya, med oa ket ur vicher deus an dra-he kwa ? Ur friser

Ah yeo ! Ahe oa ur plac'h hag a ree kemed an dra-he

– Ur friséres kwa ?

Ya, friséres ha neuhe trec'hiñ ar blew d'ar baotred, d'ar merc'hed

– Ah ya

Ha frisañ 'r blew, ya !

– Ya, med me joñje ket din-me oa ur vicher deus an dra-he

Ah fi yeo 'vat ! Kar n'ounn ket 'hañw é marw memes ha é kant la ar plac'h !

– Ha friséres a oa kwa ?

Ha hi gwas oa barzh, oa chom barzh Skrigneg ahe, ar re zo 'n oad din-me ha toud so bet o frisañ o blew ga hoñzh

25/04/2016

Malet avalou ha gwraet jistr ba'r pressouer

Trañskripsïon bet disvanket d'ar be'rved deus mis-du 2017
Transcription corrigée le 4 novembre 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h


Ur pressouer oa 'è barzh du-mañ ! Set' a teue an dud d'o(be)r chistr 'è. Ur pressouer, goûd a houz(e)s petra é ur pressouer : Ur pressouer zo, 'houzoh walc'h, pevar dro(a)d a neus, ur pezh machin bras ahe his-se ! Sete vij(e) ur valéres, da zigentañ, da valañ, an dud teue ga o c'harg-avalou ha ga o barrikennou, sete vije mal(et) an avalou ! Hag an avalou, tre-lem a vijent malet, mé-keres, vije gwraet un dorchenn war ar pressouer, vije laket dindan : Un tamm plous ha laket an avalou malet war an tamm plous-se ha pa nije an avalou a-peu-prè ugent santimetr uhelded vije hadlak(et) un tamm plous 'darre !

– War-horr(e)

Heñ ? Ha hadlakent ar mod-se, an dra-he zepand deuh an dorchenn, an dra-he zepand deuh an avalou vije gantoñ, ma vije ur pezh… Kalz a jistr d'o(be)r, an dorchenn wichou vije uhel ar mo(d)-se ! Ha ma vije ket, vije ijelloc'h ! Deuh ma vije

– Ya

Hag a vije echüet dalc'h-mad ga un tamm plous war ar gourre, kompren a res ? Sete war-lerc'h an tamm plous-se neuhe vije laket a-dreus, mo(d)-se oa pejou potoiou, mé-keres, hag a'h ee warne hag a vije sterdet

– Ya

Ha ba'h ar penn oa ur pezh bazh hag a'h ee ba i blass 'è ba'h an toull war ar machin hag a da zigentañ reès ga da zorn hag a gassès 'nèi d'an nec'h hag a waskès 'ziwarnoñ da zond d'an traoñ

– Ya

Set' ar jistr neuhe a goueè, a ziverè en-dro d'ar pressouer ! Heñ na ur bord ar mo(d)-se

– Ya-ya-ya

Hag un toull neuhe ba'h ur penn hag ahe neuhe dindan an toull-se vije ur bessel hag a gouee ar jistr e-barzh ! Hag ar jistr a gouee barzh, n'eer ket re vuan, houzoh walc'h, rôet vije amzer daoñ blamed daoñ da veañ sklêr ! Hag ar jistr-te neuhe pé vije net ba'h ar bessel, a laron dit ahe his-se, ar varrikenn oa tal-kichenn ga inkin, ur pezh inkin-hou(a)rn hag a vije laket war ar varrikenn ! Hete vije delc'het d'o(be)r an dra-he, me(d) tre-lem a nag a ziskenne an dorchenn a vije dïaessoc'h dit digass 'nèi d'an traoñ ! Ha wichou 'h ee dow zèn war ar varr(e)nn ha lammañ warnoñ mo(d)-se war o c'hov, eh ! Pugur ar varr(e)nn oa hir ha vije un' amañ ha un' ahe ! Hag a lamment war o c'hov, 'h essañ diskenn 'nèi blam(e)d da lakad…

– Vije ket trôet… Oa ket un dra da droiñ blam da… ?

Ya, med go(r)tos ! An dra-he vije gwraet da zigentañ, boñ ! Pé welent lar ne zivere ket kin, eh beñ vijent disterdet toud hag a vije troc'het deus an dorchenn, diminüet an dorchenn ha troc'het ha hadgwraet a-neve neuhe 'darre, houzoh walc'h ! Ha neuhe, ah beñ an hin(i) nije c'hoant d'o(be)r an dra-he vije laret « jistr bihen » un tamm bihen, an dra-he zepand deuh ma, ar mod vije dorn(et) an dud. An (hi)ni chete keme(d) ur sailhad-dour, vij(e) ket gouïet kalz lar nije laket ! Med beañ zo lod na c'hoant d'ogmantiñ c'hoazh ! Neuhe ehe ! Neuhe oa distèr 'hat ! Ar jistr-te, deuh na lake, houzoh walc'h, an dra-he zepand deuh an dud !

– Ya-ya-ya

Vije laket war ar gourre ! Daoñ da gaoud un… Sete vije hadkomañset 'darre ! Kompren a res ? Set' ar mod-se vije gwraet ar jistr hag a vije lesket da reposiñ pad un noñs(v)ezh ha deusountoñ i-hun, an de war-lerc'h vije alïes jistr deut deusountoñ i-hun 'benn vije bet un noñs(v)ezh ha-toud ! Sete ar mod-se vije gwraet ar jistr

– Ha pet(r)a vije gwraet deus ar jistr-mañ ? Deus ar jistr kentañ ?

Oh me(d) eh… Meh-mod !

– Mem-mod ?

Meh-mod hañ !

– Med « chistr-douss » neuhe, pet(r)a oa an dra-he ?

Ah ! Med chistr-douss oa dizhtu ! Ar jistr-douss so dizhtu ! Het' ar jistr goude greñvee, seulamant, ba'h ar varrikenn !

– Ya ha beñ pe-geid oa daw go(r)tos raog kaoud jistr-jistr kwa ?

Raog kaoud chistr ? Oh ! Ur mis a-peu-prè

– Ur mis

Ur mis

– Ha pad ur mis oa chistr-douss kwa !

Ah beñ an (hi)ni na c'hoant ! Med neuhe ar baotred, an dud n'eent ket kalz war ar chistr-douss !

– Vij(e) ket preparet boued ga'r chistr-douss ?

Nann

– Sort e-bed ? Na gatoiou na nintra ?

Meus ket joñj…

– Nann ?

Nann, meus ket joñj

– Vije ket gwraet sort e-bed kwa !

Du-mañ vije ket gwraet, nann

– Nann, vije…

Hag ar jistr-douss vije ket evet kalz, tañveet a vije mo(d)-se hag azhpenn-se, lar(e)t a vije oa ket re vad met(r)amant a dapeches ar re(d)-korv

– Ar red-kov

Eh ! Heñ ! Oa ket mad da veañ, med eo !

– Ha vije ket rôet d'ar vugwale ?

Ya, an de, an (hi)ni… Oh eo ! Ur bann'h, ur bann'h !

– Ah ya ?

Ya-ya ! Ar vugale, houzoh walc'h, me(d)… Me(d) ar mo(d)-se vije gwraet ar jistr !

24/04/2016

Fest an amann ba Sant-Herbod

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Yann-Bêr Guyader (RKB) ga Jean Barazer ha Tin Quiniou deus Plonee. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Jean Barazer, te zo sañset e penn ar jeu ?

N'on ket ! Bet on bet, med bremañ on deut re gozh ! Set' rôet plass d'ar re-yowank bremañ !

– Petra 'h é ar gouel-mañ neuse ? Ober gouel tro-dro an amann

Beñ ur fet vras é-i hag a… Ha amañ ar patroñ, ar saout zo amañ, set' Sant-Herbod é patroñ ar loned-korn, set' zo bet choñ… Lostou ar saout vïe digasset amañ kent. Bremañ, boñ vé ket troc'het kén ha bremañ vé gwraet (a)mann !

– Med dre be-naos oa bet joñj d'ober gouel ase ? Hemañ é ar c'hwec'hved war'n-ugent d'ober gant ho skipailh, med dre be-naos oa bet joñjet d'ober gouel ?

Beñ ar patroñ oa raog, an direkteur na bet choñjet an dra-he ! Me oa aet d'o(be)r goap deuhoutoñ ! Me lar daoñ :

« 'Moc'h ket kont da c'hoa(r)i ga'n amann bremañ ?! » Me lar dèoñ, « ni neus bet re viser memp mesket ha ribotet ! » Me lar dèoñ, « den e-bed machino an dra-he ! »

Boñ, vise daw diskenn 'nèoñ ba'r puñs 'benn vé friket hag goude deuh ar gooñw, boñ vïe daw lak da anê ba-kost an tan ha rib, 'benn dond, 'benn ribotad… Hag boñ ha miser kwa ! Me lar dèoñ !

« Oy ! » Lar-heñw

Hag omp komañset ga diw veuc'h bennaket, bihen omp komañset heñ ! Amañ oa strish(o)c'h 'n traou, plass oa ket… Boñ beñ boñ ! Blavechou-blavechou an dud ogmant ! Ha 'benn ar fin oa ranket, amañ oa kost-hardi ba-lec'h emomp amañ ! Kost, jomo ket ha hir é dalc'h an traou o-saw ! 'Benn ar fin é aplatiss(e)t ar machin ha bremañ neuhe, med boñ omp dépassés par les événements

– Ya, oah ket in joñj gwech e-bed da gaoud ur pardon ken kàer-all ha da gaoud keme(n)d-all a dud ?


Nann, biken nïemp choñj an dra-he ! Kar me ma, mon vieux, ga'r mestr kent(añ), me lar dèoñ :

« Non mais » me lar dèoñ, « c'hwi 'moc'h ket mad (aha)noh ! » Me lar dèoñ

Ehe ! Essêiet neump hag reüssisset neump ! Tin laro doc'h bremañ pe-sort mod é ar peur-rest…

------------------

– Ya, bah Tin 'h a da gomz demp deus an amann. Med Tin Quiniou, te zo emm diou-ouit amañ d'ober ar pardon aboe ar penn-kentañ ?

Ya ya, deuh ar penn-kentañ oan amañ 'hi-m(añ) 'e, ya ! 'Zhpenn tregont vla so 'maon ba'r syndicat d'initiative

– Petra é an amann evitout neuse ? Te teus bet gwraet amann

Beñ ya

– Dre viskoazh 'boe oas yowank ?

Beñ ya ! Sur 'hat ! Gwech-all vis(e) gwraet (a)mann war ar maes sur a-walc'h ! Set' vïe lakeet… Ar re-yowank vise lakeet da zivesk(añ) ar ribout ! Ya-ya, ma mamm neus bet gwraet 'vid ar wech toud !

– Amann vije gwraet 'vid dibiñ e gêr ha 'vid gwerzhañ ?

Ha 'vid gwer[zhañ]… Ha 'vid gwerzh(añ) ya ! Ar marc'hadour-amann bassee ba, war ar maes gwech-all hag vïe rôet, vïe gwerzhet an amann, gwerzhet ar vïou ! Pugur gwech-all vïe ket kement-se arc'hant ha vïe gwerzhet traou dam da gaoud un tamm gwenneg bennaket

– An amann vije dastumet ur wech ar su(zhu)n ?

Ur wech ha diw ! An dra-he zepand deus pegement dïenn vis(e) kwa ! Ha neuhe vïe kalz traou da renkañ war ur liñser !

– Med heñ oa ur sapre labour, ober amann !

Ah beñ ya ! Ya-ya, ya-ya ! Ha wechou, wechou vis(e) surtoud ! Wechou vïe bet, meus… Pass, n'ounn ket pad pe-geit peus da skoiñ war ar ribout ! Ha wechou-all teue founnus 'e

– Ya, amann a vije gwraet dre beb-seurt stummiou ha beb-sort ribojou oa i(v)e, oa ket memes stumm ribojou na memes ribojou partoud ?

Ah nann-nann ! Ba du-mañ oa un' d(a) skoiñ ! Hag a ba lod-all na da droiñ 'e, un' da droiñ kwa heñ ! Med me meus bet gwraet 'vid ar wech toud ga un' da skoiñ, divesk(añ) ha skoiñ

– Petra oa talvoudegezh an amann ? Hag se oa 'vid lakad ar menaj, an tïegezh da vevañ ?

Ah ya-ya ! Sur ya ! Sur ya ! Debet an amann, vise laket war ar bara kwa ! Go(ude)-se lod a vise gwerzhet, toud ar peur-rest vis(e) gwerzh(et), pezh oa ket emm vis(e) gwerzh(et) kwa ! D'ar marc'hadour bassee ur wech ar si(zhu)n, war ar maes

– Med, dïaes walc'h i(v)e barzh ar menajou bihen, ma(r)tese vije ket kalz amann da werzhañ, deus ar vije ar menaj ?

Ah beñ nann ! Vis(e) ket kemen(t)-s(e) sur 'hat ! Med neuhe vis(e) debet bar(a)-lard mignoc'h 'e pé vïe ket kalz amann, vïe debet bar(a)-lard heñ ! Hag a dam da werzh(añ) an amann

– Lard petra neuse ? Lard, lard teuet ha lard-moc'h ?

Oh lard ! Lard teuñet, lard teuñet, lard-moc'h, ya. Ya-ya, lard teuñet vïe debet 'ta ! Da ver(e)nn-vihen vïe debet bar(a)-lard ! Blam da gaoud an amann da werzhañ !

– Med ober amann bremañ di-rag an dud, c'hwec'h la war'n-ugent so, Tin : Ase vé bern tud 'selled di-ouit ha tud hag a teu d'ober o c'hirïus, ne oarant ket kén petra é an amann… Na kajemant deus (a) be-lec'h a teu ?

Nann-nann ! Ah nann-nann !! Pa vé goullet ga'r re-yowank deus p(e)-lec'h teu an amann, hè lar « deus Intermarché » lar-hè… Ahaha ! Vé gwraet an amann… Beñ ya ! Ya-ya, nann-nann, yeo… N'ounn ket ga lod, med me ga(v)e din lar vis(e) ket bet 'n-im interesset an dud, 'vel lar Jean, ga'n amann 'e. Med ar re a reent ket amann gwech-all, hè zo interesset ar mignañ toud ! Ar re-he teue da sell deusou(d)oc'h ha da gontañ… Toud an dud oar kalz traou war an amann !

– Ya, se zo da digass an treou dê da vewoud (a)darre barzh o joñj ha da hadbevañ se

Ya, ya-ya ! Sur ahe vé laret doc'h ! Oy !

« Me vïe 'h o(be)r an dra-he, ba du-m(añ) vïe gwraet an dra-he, ti ma mamm-gozh vis(e) gwraet… »

Partoud vis(e) gwraet amann !

– Boñ amañ memestra zo emm da gat koaven bremañ, pe dïenn 'vel vé laret amañ, da brepariñ ha da gaoud i(v)e da ribotañ di-rag an dud ?

Ya-ya ! Ah ya-ya ! Ha di-rag an dud vé gwraet 'n amann heñ ! Ya-ya-ya-ya ! Ha di-rag an dud vin ba'n traoñ du-he, vin 'ribotad amann, di-rag an dud ya, ya-ya

– Hag ase vé implïet ped ribot neuse ? Ase zo, ma(r)tese zo merc'hed-all ganit c'hoazh da jikour 'ha(n)out ?

Ya, ah ya-ya ! Oh ya ! Nin zo c'hwec'h pe seizh vêmp 'n-dro d'an amann hag ar baotred teu bremañ ! Bremañ ar merc'hed drôont ket ar ribout kin ! Vé ar baotred (a)ssames 'choukour 'ha(no)mp en-dro ha hègn vé a dro ar ribout ! Dro an amann ya hag ar merc'hed labouro 'nèoñ gou(de)-se

– Ya, dresset é ar baotred da jikour ?

Voilà ! Dresset eint d'ober ya ! Ahaha !

– Med ober amann goude ha lakad an tamm amann pa vé gwraet ar bejenn-amann e vé red mèrañ 'nèi goude, dizourañ 'nèi, lem ar laezh trenk dionti

Ya-ya-ya hag sallet, red da lakad un tamm holen barzh ha go(ude)-se vé poueset ha vé gwerzhet an amann

– Ya, lakeet da veañ a-dammou ablamour d'an dud da gat un tamm blas da vond d'ar gêr ?

Voilà ! An hanter deus ur… Dre hanter-lur eint poueset toud !

– Hag an amann ? (???) deut er-maes, ase c'hwi zo bet kustum gant ho torn da vèr(añ) an amann

Ya-ya

– D'implï anèañ goude ha i(v)e da dizourañ 'nèañ vad ablamour dèañ da 'n-om vired, gwech-all ne oa ket yenerésed, na oa netra da vired an amann, p(e)-lec'h vije lakeet ? 'Goste ? Lec'h vije yén ?

Ya, beñ ya : ba'r puñs wechou deus 'n hañw, vïe lakeet ! Petram vïe lakeet ba'r hreñch, pe ba un tu bennaket ha golôet kwa ! Pugur oa ket frijiderien gwech-all heñ !

– Hag 'n-om vire an amann pad pell ?

Oh na ket ! Pass, pass pad keit-se ! Nann-nann, bremañ bado ! Bremañ ra, bad pelloc'h, med nonn pass kem(ent)-s(e)…  Oh ! Memestra, eizhte kwa ! Vïe gwraet gantoñ kwa heñ ! Ya, pad ar si(zhu)n kwa heñ !

– Med ha kustum an dud i(v)e da gaoud blajou amann dishéñvel, ma vije amann deus an hañw, amann war… Goude war diskar-amzer pe pad ar goañw, blas ar legumaj, blas ar boued vije rôet d'ar saout e vije blas gad an amann i(v)e ?

Ya-ya, set' ba'n nev-amzer é aessoc'h 'vid an amann, vé ar gwellañ an amann ! Ahe his-se vé fresk ar yeot hag toud kwa heñ ! Med gou(de)-se, wechou deuh ar gooñ vïe ket, vé pass tre memes blas ! Vïe ket tre koulz ! Med an amann vïe mad ! Normalement an amann vise mad kwa heñ !

– Ha deus vije gorôet ar saout i(v)e, ma vije saout neve-halet pe saout kozh-halet, mesket vije ar laezh, mesket toud ?

Oh ! Nevez-halet ? Nann, pé vïe un' nevez-halet vïe ket mesket hañ ! Med mod-all vis(e) gwraet ya, mesket toud ya… Med nevez-halet, nann-nann ! Neuhe vïe ket, vé rôet… Heñ vé rôet d'ar moc'h

– Ha lakad ase pejennou-amann ha ober tressadennou war an dra-se oa loaiou ispissïal i(v)e ? 'Vid ober an tressadennou war an amann da lakad anèañ kàer, lakad ar bejennad-amann gàer war an daol pa 'n-om gave tud en ti ?

Voilà ! Gwel a ret, hezh so ar his-se war an desseñ ya, 'his-se. Me meus gwraet hezh sè ! Hezh so gwraet ganen-me heñ ! Ha ga ma loa vé laret 'vid an dra-he, ur loa, ar loa d'o(be)r amann ! Ya

– Hag ase zo loaiou ispissïal ?

Ya-ya-ya ! Ya-ya ! Loaiou espress so 'vid ober an amann, ya

– Ha laket amann kàer war an daol, war un assïed bihen, war un assïed kàer

Ya, ya, ya-ya !

– Ar bejenn-amann, pa vije kasset da di ar marc'hadour vije lakeet 'n hi vezh ? Vije gwraet tressadennou wari i(v)e ?

Ah vïe ket ! Ah nann-nann ! 'N dra-he vis(e) ket, nann-nann… 'N-dro d'ar mar(e)-s(e) vïe ket gwraet an dra-he, nann ! Nann-nann, med hezh vïe, renket vis(e) prop kwa heñ ! Med pa vïe ket lakeet, jomeh ket d'o(be)r 'nèoñ fantaisie nann

– Ya hag dïaes ober amann a-wechou i(v)e barzh ar bla ?

Ah ! Wechou vis(e) stertoc'h d'o(be)r 'vid gwechou-all… Pé vé braw an amzer d'an nev-amzer vïe aessoc'h an amann d'ober heñ ! An dïenn vïe dru(o)c'h kwa heñ ! Hag ar laezh vïe dru(o)c'h deus an nev-amzer 'vid vis(e) bet deus ar gooñ, set' benn-neuhe pé vé… An amann vé aessoc'h d'ober 'e

– Ya ha cheñch blas i(v)e

Voilà ! Ya ha vé un tamm memestra ya, gwelloc'h vis(e) ya ! Ya

– An amann n'é ket ur sekred evitout neuse, te zo gouest d'ober amann c'hoazh, feus ket ankoueet ?

Oho ! Nann-nann, laret vé lar un dra disket mad vé ket ankoueet ! Nann-nann, meus ket ankoueet !

– Boñ se zo ur blijadur dit da displegañ d'an dud i(v)e petra 'h é an amann, ar re teu da giriusiñ 'ha(n)out ase ha te hag ar reou-all ?

Ya-ya, beñ goude vé… Oh ! Beb-sort traou vé goullet ganoc'h toud wechou… Me lar, n'ounn ket p(e)-lec'h vé lod, lod 'tond… Ehe ! Deus p(e)-lec'h ha pe-sort mod… Ya-ya-ya ! Beñ vé, espliket vé dê kwa ! Hag deuskeuet vé dê vé desseiet ar golo, ar golo deus ar ribout da zeuskeus dê petra vé barzh

– Ya, 'h essañ displegañ dê

Ya, mod-se welont pe-sort mod, welont deus p(e)-lec'h teu an amann, ya-ya

– Bon se zo ur gwir blijadur 'vitoc'h neuhe

23/04/2016

Amerdet ga'n telefon

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-J. barzh Berrien dow vis so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya-ya, ahaha ! Oyow ! Ya, gwir ! Ar re-yowank, me n'ounn ket pet(r)a teuiont da veañ, med…

– Domp vo sterd

Bremañ n'eus kime dre ur machin ahe 'darr(e) !

– Ya, « une tablette » ha traou ar mod-se, ya

Pffou ! Heb dihan, heb dihan !! Ha lares dê :

« Grê an dra-m(añ), grê un dra-h(e) ! »

Sort e-bed ! Degn ket c'hoant memes…

– Ha vêgn ar mod-se…

Ya

– Memes maes…

Te heus i'e ?

– Na, memes… Pass « me meus mezh », med maes memes !

Ya-ya ! War ar maes, ya

– Vé gwelet tud ar mod-se

Ya-ya-ya-ya-ya ! N'eint ket gouest…

– Partoud ya

An dra-he so deut da veañ ur c'hleñved ?!

– Ya

N'eint ket gouest da, n'eint ket gouest da 'n-om separiñ deus an dra-he… Ma gollegn hezh, da-neuhe eint sod !

– Ya-ya, med gwir é !

Oyow !

– Me meus klêt un' yowank ur wech, pegur oun bet 'labourad ba'r skoul, ba'r c'hollej

Ya

– Ha na laret din-me : « Ya, med… Ah ! Me meus ket internet kin, meus ket facebook kin ha neuhe meus ket kamarad kin ! »

Ah ben voilà ! Facebook… Ouais

– Ah ! Biskoazh kemend-all ! Me meus ket heñ !


Heñ ?

– Me meus ket !

Ah gast nann !

– Na facebook na traou ar mod-se…

Des amis…

– Virtuels

Oui voilà ! Virtuels, oui j'allais te le dire, ahaha !

– Ya-ya-ya


Heñ ?

– N'é ket ar mod-se vé gwraet kwa !

Ça c'est pas des amis !

– Beñ toud vé gwraet bremañ 'vid pellaad an dud an eil deus egile kwa !


Oyowyowyowyowyowyow ! Ah oui !

– Beñ, me meus kemed un telefon portabl, med un' simpl a-walc'h kwa !

Ah ! Me meus hini (e-)bed ha meus ket c'hoant da gaoud memes !

– Da delef[oniñ], ouais, med me meus ket telefon fiks

Ah fiks ? Ah nann, voilà !

– Med me meus un' bihen kwa ! Da delefonañ kwa !

Ya, ya-ya

– Pass d'o(be)r foto, na film na sort e-bed kwa !

Nann, nann-nann ! Ar c'hentañ toud a vé an telefon kwa !

– Telefon da delefonañ kwa !

Ya-ya ! Gast ya ! Gast, deja ar fiks, eh beñ wechou hé marre hañ ! Kar toud ha (e)maint heb dihan, heb dihan ! 'Telefonañ dit evid des publicités, 'vid traou… Holala !

– Torriou-rèr !

Ah oui alors !

– Ya

Ah oui, ça ça… Ça devient grave !

– Ah ya-ya-ya, bemde, bemde, bemde vemp amerdet ga'r re-he kwa !

Oui ! Wechou diw-teir gwech bemde !

– Ya, da greiste surtoud

Ya-ya, voilà ! Ha d'an abard'hê… Ha vês trankil ha sell deus ta tele, boñ beñ… Oblijet out da respont ! Pugur, me war ma hemañ welon ket an numeroiou, daw é din cheñch anaoñ ha goull un' ha lem a weles an numero ha un' mennaket neus laret din ma vé, pa vé steredennou

– Ya, ya-ya

Neuhe pass disk… Dekrochañ kwa ! Neuhe ar re-he é…

– Oh ya ! Med ar re-he 'h eñsist 'e !

Med memestra on amerdet kwa heñ !

– Ya-ya, med goude-se pa vé ket respontet dê vé essêet en-dro…

Oui ! Ah beñ ya ! Med be zo un'…

– Keit-ha vo respontet

Da gont(añ) dit petra oa… Ha mechañs oa bet vekset pa moa kasset 'nèi da bourmen ha goude da defefonañ bemde dit ! Ha me houll gati d'o(be)r pet(r)a… Med nintra ! Ha rakrochañ ! D'o(be)r viss din kwa ! Ouais ! « Oh ! Poueson ! » Joñjen, trist é !

– Ah ya ! Med me lar, lod lar din-me : « Oh ya ! Med memestra, beñ o labour é dê… »

Ya

– Med rañw ket foutr !

Ya-ya, med…

– Mar é o labour dê amerd(añ) ar re-all

Ya, voilà !

– Me mo ket keuñ, me mo ket true deuhoute !

Nann ! Na me i(v)e ! An dra-he zo ur labour aes ha war he rèr, an annuèr tal hi c'hichenn ha toud an eil war-lerc'h heben kwa ! An dud da…

– Hañ ! Med amerd(añ) an dud é an dra-he kwa !

Amerd(añ) an dud, ya !

– Skuizh(añ) an dud kwa !

Eh ! Deja me, pa son an telefon, ra ur lamp, bewech ! Holala ! Ma heus bet kêlou, kêliennou fall… Eh beñ goude heus owen !

– Ah beñ, ya-ya-ya

Ya, me, pé oa marw ma verc'h ba, marw subitement ba'r Cloître-Pleyben heñ… Eh beñ rupture d'anévrisme ba hi sommeil quoi, 35 ans

– Oy ! Biskoazh…


Beñ, he gwas na telefonet din da… Ffff ! Ha bremañ 'bow(e), 'bowe an dra-he

– Ya, peus owen

Ma son an telefon rañw ur lamp…

– Beñ ya-ya

Ya

– Ya, heb choñjal kwa…

Ga'n owen, oui

– Ya, ga'n owen ya

Ga'n owen, oui… Da gaoud ur c'hêlou fall…

– Ah ya…

Ah gast ya !

– Toud ar labouriou n'eint ket mad !

Ah nann !

– Nann

Mar é an dra-he « gone e vuhe », beñ merde !

– Ah ya-ya, me meus ket true, me meus ket true e-bed deuhoute !

Na, na me i(v)e, nann-nann ! Ha neugn bet laret ba'n tele lar oaint 'hond da suprimañ, d'essêiañ suprimañ an dra-he, med penses-tu !

– Bouf ! Ragn ket…

Reint ket sur 'ha ! N'eint ket nec'het ga'n dra-he !

– Ar re-he reegn ket foutre-kàer deus, deusoudomp hañ !

Nann, nann, ah nann !

– Toud pezh a laront… 'Benn ar fin vé gwraet ar c'hontrel !

Ya ! Ya-ya, n'é kime 'vid, 'vid… Voilà blablablap hag a sort e-bed !

– Ragachañ traou kwa !

Ya, voilà !

– 'H ober braw

'H ober braw, ya… Presantañ braw hag 'h o(be)r diskouriou braw

– Ya-ya, gwerzhañ traou d'an dud kwa !

Ahe (e)ma toud ! Ahe (e)ma toud ya !!!

– Ahe (e)ma o micher dê

Oh ! Nondidïe ! Trist é !

– Trompl(añ) an dud ya, an dra-he oain 'klask…

Ya, trompl(añ) an dud, ya… Ah ya ! Làerezh an dud pa gallign 'h o(be)r…

– Ya

22/04/2016

Feneant ha brein

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba'r Vouilhe ga ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'hend-ell, pé ne tàe ket mad an traou ba'r park, pet(r)a vis(e) laret ? Pa veh 'sell deus park an heñi-ell ha tàe ket an traou barzh, pet(r)a vis(e) laret ?

Gwelloc'h oa ar park-all michañs petramed mignoc'h (a) dremp oa rôet dê ! Mignoc'h ludu, mignoc'h… N'ouzon ket

– Vis(e) ket gwraet goap deus ar re-ell ? Vis(e) ket sell(et) ba parkeier ar re-ell ? Nann ?

Gwech-all… Ah eo ! Pa vije ket diharzhet ar parkeier hag gwech-all vije diharzhet toud ar parkeier heñ !

 Ya

Hag a vijent net ha braw ! Bremañ n'eus kime(d) dres partoud ! Oy ! Oy, oy ! Mond a ran sod pa 'h an da weled ar parkeier, sod ! Vé ket gwraet (ne)med kass ar fil, ar fil, ar fil !!! Deg santimetr a-wechou, med ugent 'benn ur wech-all hag an dres-te oa dreist… Trist é ! Maleürus é ! Ha goulskoude bremañ zo oustilhou ! Debroussailheusou ha treou mod-se (me)mestra da ziharzhañ dindan ur fil… Feneant é ar re-yowank !!

– Ya ?

Ah ya !

– Ha deus ur fenaient, ne vis(e) ket laret (ne)med « fenaient » ?

Feneant é…

– Ya ?

« Brein, hezh so brein »

– Ya ? Brein ga pet(r)a ?

N'ouzon ket, brein ga… Faote ket dê labourad kwa !

– Ya-ya

19/04/2016

Ar stal a vêr barzh Kalaner

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Yann-Bêr Guyader (RKB) ga Yves Quere deus Kalaner. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Mad an treou, Yves Quere ?

Mad a'h a hardi ! Daw dê-hègn da vond 'e…

– Bon, ma zo un' mannaket hag en neus rentet jervich evid parrous Kalanel, te teus bet gwraet da gont ?

Beñ, joñj a ran meus gwraet ur lodenn, med n'oun ket (e)vid lared hag-eñ meus rente(t) jervich d'an dud. Med joñj a rañ (a-)benn 'h on bet hadkass(et) ba ma, war ar post a vêr ken alïes, ma'hat joñj an dud, joñj a rên ma labour mad

– Te zo ganet e Kalanel ?

Gan(et) e Kalaner, (a)boe, ganet en 43, meus ket kuitê(t) Kalaner (ne)med pad ma goñje

­– Un den deus Kalanel gant da familh (a-)orin deus Kalanel araokout i(v)e ?

Ma familh oa deus Kalaner, me(d) ma dad ha ma mamm oa deus Kalaner, ma dud-kozh, lod anê oa deus Kalaner, lod-ell oa deus Duod, med 'hend-ell, 'hend-ell 'h oump, toud ar familh zo deus Kalaner kwa !

– Ha deus da familh i(v)e oa tud barzh koñseilh Kalanel d'ar c'houlz-se ?

Ur yontr diñ zo bet koñsailher ha adjun barzh Kalaner é Chef Chak ha goude pé oan elu mêr oa, 'h é bet adjun ganiñ kwa ! Pad dow, dow vanda, dow a remzi kwa !

– Bon, er skol 'h out bet barzh Kalanel (e)vel-just ha pelloc'h i(v)e ?

Ba'r skol 'h oun bet barzh Kalaner beked an oad a naw la, goude oan aet da Logivi pad dow la, ha goude 'h on bet barzh Pontmain ba'r Mayenne pad pe(va)r bla ha meus echu ma skoul ene, da bemzeg la

– Da bemzeg la da zond d'ar gêr da labourad d'ar gêr ?

Oa ket rôet da choas diñ ! Ma dad na laret din pé oan-me

« Pé vo 'h aretet da skoul… » na lar(et) din-me « bremañ ma zamm paotr 'h a deus red dit krigiñ war ar vicher »

Ha oan aet da vassoner, tôer, beb sort…  Sè d'ar mar(e)-te vije gwraet beb sort war (a)r chantieriou 'è heñ ! Ha ma komañset d'an de oa, eizhte goude oa kuitêt ar chantier ha oan deu(t) war ma gis da labourad ba an antrepris ha meus ket, ma ket kuitêt (a)nèi goude

– Ur stal neva da dad ?

Ur stal ya, massonïaj ha tôer, charpantier, ameunuser ha plat(r)… Beb sort a ree, pezh vije ka(v)et d'o(be)r !

– Ya, da ziskiñ war ar bern duzhtu ?

Da ziskiñ war ar bern duzhtu ya

– Kalz a vugale oah ?

Ha mum oa seizh a vugale ba'r familh, ur c'hoar ha ur plac'h ha c'hwec'h paotr, beb a c'hoar dimp kwa !

– Da lared oa un nejad memestra, oa emm da gaoud labour dê toud ha da gass (a)nê pep-hini war i du ?

Ya, tri d(o)u-imp oa chomet ba an antrepris da labourad ha mamp, goude pé oamp chomet (a)ssames goude, war-lerc'h ma goñje, gav tin (e)ma en 67 pe 66 mamp gwraet ur sossiete, gan ma dad ha neu'n tri breur diñ

– Med se oa barzh ur mare mad neuse, barzh ur mare e vije sawet ur bern loje(r)is, e vise gwraet hangariou ha vije savet tïer, e oa toud an treou da hadkempenn war ar maes ?

Ya, d'ar mare-se vïe a-walc'h a labour mat ! Med boñ, pugur oan komañset da zigentañ-toud memestra vije gwraet kalz, dresset tôennou ha traou mo(d)-se, oa ket a labour, med deussaleg blavejou 65-, 65-66 ahe oa komañset ar labour da vond da vad kwa ! Tiri neve, surtoud war Gallag ahe ha oa tiri neve ha goude 'h eemp pelloc'h heñ ! 'H eemp beked bord ar mor ha beb sort plassou ha lem vïemp goullet d'ond

– Ha gand da dad i(v)e oa tud labourad ba'h ar mare-se ?

Beñ bet 'h oump beked ugent benneket 'labourad ba an antrepris kwa ! Memes uzhpenn ugent, gav tiñ, 'h oump bet ba'r mar(e) oa

– Ya memestra ! Se oa e(rr)o un tamm stal !

Se zo ur stal brop ya… Ya-ya

– Ha da gaoud labour da doud an dud-se i(v)e, da bêañ (a)nê ha da dalc'hen labour da hed-ha-hed ar bla ?

Delc'hen labour oa ket kalz a broblemou ba'r mar(e)-se ! Vije ket red galoupad kalz (a-)benn kaoud ur labour ! Ha ur reputassion vad a-walc'h mamp, ar mo(d)-se oa ket re sterd ar jeu

– Ha pe-goulz oas (e)n-om gavet neuse da 'n-om vell deus an aferiou (a) barrous, bet oa un' mennaket o weled ahanout, santet fa, fa c'hoant da rentiñ jervich c'hoazh in tu-all deus labour, en tu-all deus an embregerezh ?

Ah beñ, pé oan deut deus ma goñje, pugur gav tin meus echu ma goñje en 1964 ha en 65, gav tin, oa bet an eleksionou kentañ hag ma dad oa kandida ha oa ket bet elu, ha mi ma ka(v)et dï(ae)s ha ma laret :

« Mi eh ey da ramplass 'nèeñ ! »

Ha goude ma komañset da (e)n-om vell deus ar c'h-commité des fêtes ha deus an amicale laïque, pugur oan eureujet en 65, ar vugale ha toud, oan krog, krog d'en-om veskañ ga, muoc'h ga'n dud ha dre-se oan 'n-om ga(v)et da 'n-om okupiñ deus politik goude, tàen d'ar mêri be pé vije bureau de vote ha toud, (e)n-om okupen deus an eleksionou, gav ket diñ meus bet manket ba ur bureau de vote ur wech (a)boe 1965 !

– Ya, 'n-om interess a rees deus buhe ar barrous ?

Ya ! Ya-ya, beñ plij a ree se diñ ! Plij a ree din mond mesk an dud ha rentiñ jervich, 'n-om okupiñ deus ober jeuiou ha traou mo(d)-se ba ar barrous ga'n amicale laïque ha gan (a)r c'h-commité des fêtes ha an toullad kamaraded (????) 'n-om ingale mad

– Ya, gan-se vé red (e)n-on engaliñ da vond war ar listenn ha da dalc'hen goude ! Ha ma vé 'n-om ga(v)et an tu-kreñ ganeh ha pa oah aet e-barzh, neuse oah laret goude oa ar barrous war ho kont ?

Ya, med oa ket bet ken, ken braw-se… Ar wech kentañ oan aet war-listenn oan aet en 71, ahe ma bet ur gab, aet oan ba'r balotaj, me(d) oan ket bet elu. Pet(r)a ma gwraet ? Delc'hmad vijen deu(t) war ma gis : En 77 oan aet (a)darr(e) ! Oan ket bet elu an taol kentañ, me(d) an eil tro oan aet

– Ya, kuit da goll kourach da vond, na da zond, vé laret war-digare da veañ bet taolet ur wech vé ket kollet kourach ?

Nañ-nann, med me ma ket, oan ket diskourajet heñ ! Me na gemeren ket se (e)vel un affront na-pé vïen ket elu 'benn-neu'n, me(d) goude en 83 neu'n oan aet in penn-listenn ha ene mamp bet gwraet, goneet an eleksionou. Aboe beñ, meump goneet beb kwech oa bet… Med (e)n-om ingalet meump bet delc'hmad gan 'r re oa adverserien dimp ba…  N'eus ket bet problemou heñ !

– Ya, an tu-kreñ oa ga'n tu-eneb ?

Ya ! Ya-ya, an tu-kreñ oa ga'n… Ahaha ! Ya

– Ya, se i(v)e oa un afer-familh goude i(v)e pa vé kistïon da zelc'hen ar stal, da vond d'an ti-kêr ha 'benn ar fin veh ket alïes ba ar gêr ?

Nann, pé oan bet elu mêr meus joñj, Christophe na laret d'i vamm :

« Oh ! Bremañ n'o ket gwelet papa alï(e)s kin ! » Lar

Ba-raog ma'hat vïen ket gwelet kalz deja… Med na joñjet lar

« Bremañ n'o ket gwelet ma zad kin ! »

Me(d) boñ, beñ geo ! Ba an antrepris oamp tri vreur ha ma zad, mo(d)-se oa ket problemou e-be(d) ! Ha ma vije bet re a broblemou, beñ mije, mije choaset heñ : Pe (a)n antrepris pe, pe ar stal a vêr, (e)vel neus bet gwraet kalz a dud heñ ! Be zo kalz a dud ha' neus bet choaset leusken ar mêri ha goude, pe ur wech nijent gwraet o manda 'h areteint kwa !

– Barzh ar c'houlz-se oa ur bern tud war ar maes, toud an dud (e)n-om anvee ?

Ah mi 'h anee tou'n an dud barzh Kalaner ba'r mar(e)-se ! Ha bremañ ne rañw ket ha zo nebeutoc'h a dud koulskoude…

– Ha koulskoude 'h out mêr

Ha koulskoude 'h on mêr, med pé tàint ket d'ar mêri n'on ket kap da hoûd piw vign na… Be zo tud ha meus ket gwel gwech e-be(d) barzh Kalaner

– Ha' chom e Kalanel ?

Ha zo chom barzh Kalaner ! Bremañ n'ees ket da di an dud 'vel reemp gwech-ell ! Gwech-ell 'h eemp barzh keme(n)t ti zo tud ! Pé 'h eemp da visitiñ, pé 'h ees da gabaliñ weles toud an dud ! Reou-gozh 'h anee (aha)non (a)boe oan kañfard, oa ket problem e-bed ! Me(d) bremañ zo kalz 'labourad, so kalz o chom barzh Kalaner ha 'labourad war ar maes. War an de weles ket (a)nê ha deuh an noñs n'ees ket da wel an dud kin 'vel vije gwech-ell kwa heñ !

– Ya, gwech-all kabaliñ oa an dra ! Ha se oa mond da glask mouejou deuh a hini da hini ?

Ha da, gwech-ell rees 'e tro ar barrous keme(n)t ti zo toud heñ ! Vije boesson ganit, vije butun ganit, vije bomboniou ha traou, a vije rôet traou d'an dud ! Lod, meus joñj da glêd lared ur wech oan ket (e)n-om ga(v)et ba un ti ha 'h oa ur plac'h ene, oa ket deuh ar barrous heñ ! Ha na laret neuhe :

« N'on ket dakor gan'r sistem-se da brenañ mouejou ! »

Ha ma lar(et) se :

« Me meus ket bet prenet mouejou gwech e-bed ! Meump, ramp kemed delc'hen ur c'houtum »

­– Ur his

Ya, ur his vije bet gwraet ha zo bet gwraet delc'hmad barzh Kalaner ha barzh lec'h-ell ! N'é ket Kalaner seulamant ! Ha laren dèi :

« Den e-bed n'é bet prenet gan pezh so bet leusket, gan ar bomboniou zo bet leusket 'è… Pep-hini rey i vod goude barzh an isoloar heñ ! »

– Ya, pa 'h eint deut ba'h ar goalissïon goude reint d'o mod

Just a-walc'h ! Pé vê o bilhed gante règn, zivreseint 'nèeñ ha lakeint a-hend-ell ma negn c'hoant heñ ! Me n'on ket bet 'telc'hen dorn den e-bed barzh an isoloar !

17/04/2016

Fritet un doussenn vïou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kolloreg ba ti ur gwas hag e wreg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar wreg
Ar gwas



– Ha fars-gwinizh vis(e) gwraet 'è ?

Ah ya ! Ba-blassou vïe gwraet, med an dra-he oa moche blam oa ket tro-walc'h, paotr-powr, d'ober d'an dud

– Ah nann ?

Oy ! 'Benn 'h o(be)r fars-gwinizh da gement-s(e) tud… Pegement tud gav doc'h vïe 'torn(añ) gwech-all ?

Oyow ! Oyow…

– Ya, med 'hend-ell ba'r familh vis(e) ket gwraet fars, fars-gwinizh ar mod-s(e) ?

Non, beñ ni mamp, nin mamp ket bet bet gwraet ha ganimp fars-gwinizh zo bet gwraet pé vïe poeiet ar po-fèr, ahe oa ur po-fèr ba'r c'horn ahe

– Ya

Ha hei oa lak(ad) kimed pri en-dro dèon

Ya, an dra-he oa, an heñi war-hourr(e) vïe un' pell digentañ da zeviñ

– Ar pod-tu ?

Ar pod-tu

Na ! Pass ar pod-tu !

Ar po-fèr oa…

Ar po-fèr oa ba'r c'horn ahe

Ya

Hag mamañ, d'he fardon(iñ), a vïe lakeet pri deuh ar prad en-dro dèoñ toud ha ba-dreñw a leske un tamm toull blam d'ar moged d'ond kwa ! Set' pé vïe poaiet an aval-(d)ouar, poaiet ha echou poazh an aval-(d)ouar ha-toud

An aval-douar moc'h kwa

Ale ! Gou(de)-se neuhe vïe lakeet ha oa… Gwelet peus pladennou ahe gis-se, re hanter-rond neuhe ha vïe lakeet un' ar mod-se neuhe war ar gorr(e) ! War-gorr(e) hezh ar mod-se, pugur war an heñi vise war an tan, war'nèi, houoh walc'h, houzh oa'i ket prop dèi kwa ! Set' an heñi-all neuhe vïe lakeet neuhe, hanter-rond ar mod-se war ar gorr(e), neuhe war-gorr(e) ar bladïenn petram ar plateau pe un dra mennag ar mod-se

– Ya

Ha lakeet tal an tan, vis(e) poaiet an aval-(d)ouar, poaiet ar po-fèr, beñ vïe lakeet war'nèoñ toud go(u)d(e)-se neuhe. Med an dra-he oa mad tri-pe(va)r dèn neuhe, med pass d'o(be)r 'vid un devezh-dornañ vé 'zhpenn ugent dèn paotr-powr !

Oyow ! Oyow ! Ugent ?

Ugent ya

Ya ! Azhpenn tregont wechou 'e !

Oh, 'zhpenn tregont 'e kwa

– Ha pet(r)a… Gwraet vis(e) cher vad 'è pé vis(e), pé vis(e) an dud 'tornañ ?

Ah oui ! Ah ya ! Ha pé vïer krog hadañ petrabes, an dra-he é daw laken 'e

– Pa vïer petra ?

Hadañ petrabes !

– Ya

Beñ vis(e) un' hadañ 'nê domp ga'n hadéres-vihen ahe, un' diw rijenn ! Ha vïe fritet vïou neuhe, mer(e)nn vihen, un doussen vïou (a)ssames ! An dra-he vise tew ar mod-se paotr-powr ! Hag a… Oy ! Me vïe ba'n toull-an-nor, daw doc'h da remerkañ… Ni vïe ba'n toull-an-nor ahe gis-se, mé breur ha neuhe ma c'hoar…

« Oy ! Mechañs zebo ket 'nê toud ! » Lar, « mechañs zebo ket 'nê toud ! » Lar

Oyow ! 'Hortos anê da zond-kuit

« Dam ! Med lesk vi ganomp hañ ! »

Oh kreñw d'un… Peu-prè un hanter 'h ee gad, ga papa, pugur beñ papa nïe da un eur oa ranket bi 'hadañ, matrehe vïe hadet un devezh-hanter petrabes, boñ med ar-he nïe naon heñ !

– Ah ya-ya-ya

Ha 'n heñi-all neuhe assames gantoñ neuhe ha vé un mell liñser neuhe ba'r park ha vé mes(k)et ar ludou hag an had hag an traou toud… Un neub(eud) saladenn vïe chetet barzh 'e, ba-tousk ar ludou jetent, tousk ar petrabes, karotes ha traou mod-se vïe chetet

– Ah ya ?

Vïe chetet neuhe… Ha vïou fritet vïe gwraet neuhe pé vis(e) hadet ar park petrabes

– Ar ludou vis(e) mesket ga'n had 'vid…

Ah ya, toud ! Ga'n had, toud ba ur liñser, ba ur liñser

Ah ya !

– 'Vid lak…

Ba'n hadéres 'ta 'ha !

Toud ba'n hadéres wechou 'e, kar oa'i ket ken uhel ha'n daol, nann 'ha gast ! Mod-se peu-prè, diw rod dèi, gwraet ga'r meler, 'vel lar ar re-mañ 'e

Ur meler amañ, ar meler vïe aet da sevel deus an traoñ ahe

– Ah ya hag e houzh vise, an dud a cheche war'nèi ?

Ah nonn ! Ar chô, ar chô

Ur chô

– Ur jô vis(e) ?

Ar chô vïe war-lerc'h, ya

Ar chô vis(e)

– Ah ya

Ya

Serr un' ga'n hadéres, an heñi-all renk kass ar chô

Kass ar chô, an heñi ga'n hadéres, an heñi-all 'kass ar chô, pugur an heñi oa ga'n hadéres vise daw dèoñ ga e dorn, paotr-powr, renkañ ar ludou 'e oa

– Ah ya ya ya

Ya, pé oa deut en-dro neuhe vïe karget en-dro (a)darr(e) neuhe ! Ale ! Oyowyow ! Me gav gwal…

– Ha me meus ket klêt kaos deus an dra-s(e)

Nann ?

– Ha kalz labour vis(e) ga'r betrabes, nann ? Ha goud(e)-se pet(r)a…

Ouhhh ! Paotr-powr, bemde ! Hezh vïe pemzete deja, bemd(e) ha bemde ha bem(de) ha bem(de)

'Hadañ petrabes ar mod-se kwa !

Partoud, 'hadañ petrabes ar mod-se kwa ! Med amañ gi-m(añ) neuhe oa'ñw hardi walc'h ha heñw lar gwellañ tra 'g é toud pé vïe 'hadañ petrabes vis(e) gwraet vïou fritet, med un doussenn a ree mamañ heñ !

– Ah ya

Ped oa rôet neuhe…

– Ha pet(r)a vis(e) debet ga'r vïou fritet ?

'Val-douar ! Pass…

Bar(a)

Non… Bar(a) kwa !

– Bar(a)

Ha kafe kwa

Bar(a) hag chistr !

Ya, chistr so

Chistr

– Ha 'hend-ell vis(e) ket, vis(e) ket fritet lard wechou ga'r vïou pe traou ar mod-se ?

Nann

– Pe charlotes pe… ?

Ah !

Ah lod ya

Ha ba ti hezh neuhe, ba ti ar meler neuhe pé vise laet ar pi-moc'h : 'hond da lar doc'h pet(r)a vïe gwraet. Ahe vïe la soupe à l'ognon, med charlotes ! Hag ene vise lakeet ur mell pladad, vïe kignet ur mell pladad-charlotes hag ar re-he vïe drailhet ha fritet ba'n amann ha lakeet dour war'nê go(ude)-se d'ober une soupe. Ahahaha ! An dra-he oa ar mod gate kwa ! Pé vïe laet ar pi-moc'h

– Pladad-charlotes

Oh ya ! Ur mell pladad ! Oy ! An dra-he meus gwelet, an dra-he meus gwelet ma-hun hañ ! Me oa yowank sè !

– Hag dour war'nèi ha goud(e)-se ?

Ha gou(de)-se 'vid an dra-he vis(e) laket bar(a) neuhe, tremp ar bar(a) kwa pé vïe poazh ar charlotes

– Ha holen 'è ?

Ah ya holen ! Beñ holen oa sur !

Ha holen, ah ya bon ! Med vïe kime charlotes toud heñ ! Ha rous 'nê-gn un tamm 'è ba'n amann

An dra-he, an dra-he vïe gwraet soubenn-rous deusouti

Soubenn-rous(e)t vis(e) gwraet deus houzh neuhe kwa

Ya

Vïe gwraet soubenn-rous(e)t

– Ah ouais, soubenn-rouset

Soubenn-rous(e)t… Oh ! An dra-he vïe mad ! Ha c'hwezh vad 'ta ! Oh nondidïe ! Deus kant metr sante ar c'hwezh deus houzh !

15/04/2016

Ambroug o mamm blam da gaoud un tamm chokolad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kolloreg gad ur gwas hag e wreg. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar wreg
Ar gwas



– Ah ya… Pa vis(e) lahet ar pi-moc'h… Ha vis(e) ket gwraet (ne)med an de-se ?

Ah nann ! Pass ar mo(d)-se kwa ! Ha gwech-all an dud veve braw heñ ! Ma, gad, gad traou…

– Pe-sort, pe-sort soubenn vis(e) gwraet amañ ?

Amañ vïe gwraet…

– Pe-sort soubennou ?

Soubennou, vïe gwraet soubenn-legumaj ya

– Ah ya, vis(e) ket gwraet re-ell ?

Gwraet vis(e) 'e…

Soubenn-laezh

Ya, med n'ouoc'h ket pet(r)a vis(e) gwraet pé jome 'val-(d)ouar deus kreis-te ya ? Ha vis(e) rouset un tamm (a)mann ha teuñiet un tamm amann, teuñiet mat memes heñ ! Ha lakeet charlotes barzh neuhe ha pé vïent e(rr)o rouset, ar charlotes, melen ar charlotes, vïe chetet war an aval-(d)ouar ha dour war'nèi gou(d)-se d'o(be)r soubenn kwa ! Pé vïe ket amzer d'o(be)r soubenn-legumaj

– Ah ya

Houm(añ) oa soubenn-legumaj 'è, pugur oa charlotes barzh ha oa (a)val-douar 'e !

Eh ya ! Med pugur Simone sè ! Hi 'h ee da, zebe ket nê ga'r fourchetes

Ya-ya

Oy ! Me ga(v)e mad an dra-he…  An aval-douar

Ya, set' ba'r soubenn vïe ket kalz (a)val-douar kin… 'Benn-neuhe 'h ee toud ga(t)i

Oh ! Toud ga(t)i… Te da-hun dit-te ! Ma c'hoar oa 'è ha neuhe ma breur 'e, tri oamp

– Ha vis(e) ket ràet un hano d'ar soubenn-se ?

Soubenn-rous vïe lared deusouti 'e kwa !

– Deusouti 'è ? Ah ya

Ya, med (a)val-(d)ouar vïe ba houzh hañ ! Pé vïe an (a)val-douar jome deus kreis-te, pugur an dra-he vïe gwraet domp deus an noñs alïes blam…

Ma vé rouset ar charlotes vise gwraet soubenn-rous

Med rous, rous-rous vïent ket heñ ! Melen kwa ! Med an dra-he vïe mad è ! Holalalala ! Ha vïe, boh ! Ha vïe a-peu-prè ur volennad mat heñ ! Vïe laket ba'n dra-he neu'n kwa !

– Ha soubenn-laezh vis(e) gwraet pe-sort mod ?

Soubenn-laezh neuhe vïe gwraet ga ur geniter din ahe gis-se ba'n tu-all ahe, ba un tamm ti bihen 'ta ! Eh beñ soubenn-laezh neuhe, ma jome (a)val-(d)ouar deus kreis-te 'e, eh beñ vïe gwraet deus an noñs neuhe, lakeet an aval-(d)ouar neuhe ba soubenn ar laezh. Beñ vïe ket fall ! Pugur vïe lakeet un tamm (a)mann, petram un tamm kig ba'r goketenn kwa !

Ga'n aval-douar

Ga an aval-(d)ouar ! Deuh ar c'hreis-te, fritet an aval-(d)ouar kwa ar mod-se ga'r c'hig hag vise lakeet neu'n un tamm (???) neuhe, an aval-(d)ouar teu neuhe barzh…

– Pé vis(e) tomm ar laezh a vis(e) laket an aval-douar barzh ?

Barzh, ah ya pe berv 'nê vïe gwraet hañ ! Berv ar laezh, pass laezh dïenn hag-all toud, nann, laezh-dïennet hañ !

– Laezh-dïennet

Ah ya ! Holala ! C'était déjà trop riche, Aha !

Ah ya

Gwel a ret pe-sort mod ree an dud gwech-all gozh ? Ha'n dud veve braw toud heñ !

– Beñ vis(e) ket chetet mann e-bed !

Hag am(añ) gi-mañ un neubeud, ti an heñi vé had(añ) petrabes domp, d'ar sul, 'h ee-hei, neuhe i wreg d'an oferenn hag ar vigwale vïe ba'r gêr neuhe ha vïe digasset beb a bonbon au chocolat rond dê, ar mod-se ar re-he, vïe ka(v)et deuh ar re-he da brenañ !

– Pe-sort hano na-hègn ?

Oh ! Ar re-he oa chocolat, meus ket joñj pet(r)a vïe gwraet deuh ar re-he… Pugur laret a vïe digass un tamm chocolat din lar, med ar re-he vïe paper en-dro dê kwa ! Reou-rond ha vïe digasset bep a damm dê ar mod-se, d'ar vigwale hag e 'h ee-hègn d'ambroug o mamm

– Ha 'h eent…

D'ambroug o mamm

War-benn-hent dê

War-benn-hent dê kwa !

– Meus ket komprenet

War-benn-hent, « penn-hent dê » an dra-he a sinifi que… Aller chercher leur mère au courant de route quoi ! Blam da gaoud hezh, blam da gaoud un tamm chokolad hag ba'r gêr neuhe vise-heñw neuhe ha neuhe ar verc'h ha vïe gwraet vinaigrette, poaiet (a)val-(d)ouar ba'n dour, ba'n dour ar mod-se plusk hag-all toud ! Blam dê da chom tomm kwa ! Hag vïe gwraet vinaigrette en ur voulennad neuhe, vinaigrette neuhe ga charlotes ha toud

Ïoul ha gwin-êgr kwa !

Ïoul ha gwin-êgr… Ha poaiet vïou neuhe ba'n dour neuhe (a)ssames ga'n aval-(d)ouar kwa ! Matrehe vïe poaiet pe (????) pe beb (????) dê kwa ! Vïe gwraet kwa ! Pé vïe yir walc'h oa, set' ar mod-se…

– Da ambroug… D'o(be)r ur penn-hent dèi ?

Ya, ur pennad-hent dèi, mond da gerc'h(ad) 'nèi hanter-hent kwa ! Ya, mond da gerc'h(ad) 'nèi, penn-hent vise laret deus an dra-he kwa ! Vis(e) 'ambrougañ 'nèi, 'tond, 'tond da gerc'h(ad) 'nèi kwa ! Blam da gaoud un tamm hezh, da gaoud un tamm chokolad, gwel a ret pe-sort mod oa gwech-all… Ha an dra-he ree plijadur dê ! Oyowyowyowyow ! Ahe vïe mall gwel ar sul 'tond heñ !

– Ase vis(e) peta ?

Mall gwel ar sul 'tond

– Ça veut dire quoi ?

Hâte de voir le dimanche arriver quoi !

– Vis(e) mall gwel ar sul 'tond

'Tond ya. (E)ma ar re ga(v)e (a)bominabl an dra-he, (a)val-(d)ouar kara ! Ha ba-blassou neuhe reent, reent frit, med ar re-mañ reent ket frit gwal alïes blam da, nïent naon kwa ! Ga un… Vïent koueet ar vugwale ba hent 'e kwa. Med me lar doc'h ga'n dow voussed, 'trehe vïe un troc'had kaos gate 'n hent. Oyeyeyeyey ! Ha nïe traou dé gonto o-dow ! Ga 'hond gad an hent ar mod-se… Me lar « 'maint 'hond da gerc'h(ad) o mamañ » ma laret. Me vis(e) 'tond d'ar gêr deuh an oferenn, pugur bep sul vis(e) daw mond d'an oferenn petramant neuhe pïe gwelet ar vazh avec mon père

– Petram neu'n ?

Neu'n pé vïe gwelet ar vazh ma, ma 'h eer ket d'an oferenn d'ar sul !

– Ah bon ?

Ha ur c'hlakou ganen neuhe hañ ! Me lar doc'h vïen fichet hañ !

Gast !

Ur c'hlakou vïe ganen 'hond d'an oferenn

– Ha bet pis(e) bet ar vazh ma veh ket…

Ha ya 'vat ! Ah oui ! Laron, oh ! Ahe vïen chikanet heñ ! Ha neuhe daw vïe mond, d'ond d'ar c'hatekis ha gwech-all gomanser d(a) unneg la (e)vi(d) ar Pas(k) kentañ, an eil Pas(k) oa douze ans ha an dri neuhe oa… Tri basseo (a)n heñi diveo neuhe kwa !

– Ha da be-sort oad ?

Treize ans

– Ah dé drizeg la

Me soñj d'an dowzeg la oa ar Pask kentañ kwa

Ah nann ! Dowz(eg) la ya bremañ é. Ah oui, mais moi j'ai fait ma première communion et confirmation à onze ans, à douze ans gou(de)-se oa an eil Pask neuhe hag gou(de)-se neuhe oa an heñi-all, 'n heñi diveo neuhe treize ans

– Hoh tad 'h ee d'an averenn 'è ?


Ben 'h ee ket gwal alïes, med pugur oa re labour oa d'o(be)r ha oa toud d'o(be)r ga'n dorn heñ ! Drailh petrabes ga'n dorn ha toud, yao ! Ma vis(e) ur, d'o(be)r i bask 'h ee bep pla heñ ! Ah fitendoue ! Ahe vïe press… Ahe vïe ur c'horve mond d'o(be)r un tamm Pask… Ahaha !

– Ah beñ ya, sur walc'h hañ !

Oy ! Papa nïe ur c'horve 'hond d'o(be)r, pugur de pas être là papa vïe gwraet

« Me n'ounn ket gouest da lar 'h in bep sul ba'n oferenn, pugur welin ket » lar-heñw

Ar wech-te heñw lar dèoñ neuhe

« Ha c'hwi so deuet memestra » lar-heñw, « da gomunïañ ? Teuet da… Aet da gomunïañ (me)mestra » lar, « pugur veh ket bep sul »

« Med » lar papa dèoñ, « n'on ket gouest d'ond, pugur mé re a labour d'o(be)r »

Papa na ha hezh gou(de)-se vïe daw pil(añ) lann 'è, oa ket gouest d'ond ! Hag ahe vïe teir oferenn, à sept heures ha gou(de)-se vis(e) neuf heures ha dix heures et demieTrois messes le dimanche

– Ha pe-sort hano vis(e) ràet da bep-heñi ? An averenn-vi(n)tin ha goud(e)-se…

An averenn-vi(n)tin

An averenn-vi(n)tin, an averenn, an eil oferenn hag an aferenn-bred neuhe oa deg eur hanter hag gouspirou goud(e)-se c'hoazh

Ha brem(añ) nitra kin !

– Ha an dra-se vis(e) bep sul ?

Ah ya

Ah bep sul !

Ah ouais !

Ah oui ! Oh paotr-powr ! Me lar doc'h lar mé yontr, breur papa ahe gis-se, Jean vïe gwraet deusountoñ, eh ben dis donc, hezh… Bep sul, be oa koñsailher an Ilis ha koñsailher ar mêri c'hoazh

Koñsailher ar barres

Koñsailher ar barres kwa ! Ya, oh ya bep sul beb sul paotr !

14/04/2016

Douar du, skañw, treut, krak ha disec'het

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ga dow re deus Kleden. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

(N'oun ket sur deus toud pezh meus trañskrivet ahe, laret din ma meus 'n-om dromplet un tu mennaket)

- Ch. Fer
Ar paotr
Ar plac'h



– Ha pet(r)a oa ur park mad ?

Ur park mad ?

– Ya, douar pe-sort mod oa barzh ?

Oh, douar 'vel toud vé an douar peu-prè

– Ya, med pé vise laret, pé vis(e) braw an douar vis(e) laket un… ?

Braw é, hezh so ur park mad, med bi so douar-ell lec'h vé braw walc'h amañ 'e… Matre'n vé manque d'engrais pe manque de calcaire pe un dra menneg

Ya, ma vegn ket laket 'vel tro-walc'h angrejou, peus kemed gwel ! Wechou n'é ket braw…

Hezh so douar mad ya, brem(añ) é e(rr)o mad an douar toud ! Med bremañ vé laket mïoc'h dê

– Ya-ya

Ya !

Med gwelloc'h é 'n eil 'vid egile hañ !

– Ya ya

Bi oa un' ha' vije kontañ domp ar mod-se :

« Ah ya ! » Lar-hañw, « memes ur, 'vel meump kime pos deus an daol kwa heñ ! Un daol vras, ma lakei ket kalz a dra war'nèi, po ket kalz 'è… Ha un daol vihen » lar, « zo kap da vagañ kalz a dud ! »


Oh ya ! Oh ya-ya !

Plac'hig powr, ma peus añrejistr(et) tou'n dra-he… Ahaha !

– Beñ ya ha skrivañ

Ha skriv(añ)

Ha skriv(añ)

Brezhoneg skrivoh 'è ?

– Ah ya-ya-ya

Ah ya ?!

– Ya-ya-ya… Hag 'è 'hend-ell, ur park, ur park… Laret vis(e) douar powr, pet(r)a vis(e) laret ? Hezh zo douar pe-sort mod ? Hezh so douar…

Douar…

Douar powr !

… Powr heñw, hezh so douar skañw pe douar…

– Douar skañw ?

Douar treut

Douar skañw

Douar treut alïes hañ ! Hezh so douar treut

Treut, an douar a vank un dra menneg daoñ

Douar treut…

– Ah ya, deus ar parkeier oa war o gost(e), pe-sort hano vis(e) ràet dê ?

Ah ! Hezh so koste gantoñ !

– Ha vis(e) ket ràet : « Hezh so, ar reñ-s(e) zo rojeier » pe traou ar mod-se, nann ?

Ya, med koste zo moien da gaoud ba douar mad 'è hañ !

Ah ya gast !

Memes-mod !

Oh ya !

Ya-ya

– Ha lec'h, lec'h vé kalz mein ?

Douar zo mein barzh, ba hemañ zo mein, re a mein pe…

Douar ha' n'é ket braw kaoud mann e-bed barzh, kar re a mein zo !

Douar, douar krak !

– Douar…

Douar krak

– Douar krak ?

Ya, deus douar sec'h neu'n !

Ya ya ha mein 'è !

– Ha krak vé implijet 'hend-ell ga traou-ell ? Krak ?

Ya, d'ar mar(e)-te, talvee ke(t ar) boan mond da lak ur parkad-kwinizh ba douar ha' vis(e)… Med an douar vé ket labouret mem-mod kin 'vel vis(e) gwraet ar mod-se

Nann

Serten douar zo deut bremañ d'o(be)r douar mad !

Ya

Me meus gwelet ba du-m(añ) gis a oa ar roujenn-lann ahe ha vis(e) un tamm goujil, pe un tamm lann diga'r c'herseg barzh enni, med bremañ ar re-he vé labouret toud !

– Ya-ya

Med gwelet, me ma klêt kont deus ur gêr ba Kleden as(e) gis-se, ba'r Lann ha oa ket moien dé gaoud mann vad (e-)bed !

Ar Lann… Ah ya ! Ar Lann Kliden amañ

Ha pé oa chañch(et) tud barzh…

Oa deut d'o(be)r douar mad

Ar re-mañ na taolet angrejou ha'n treou heñ ! Ha oa treou barzh 'vel partoud !

Ya

– Ha pet(r)a vé laret deus ur park lec'h tà ket kalz tra just walc'h ?

Ur park treut

– Ur park treut ?

Douar vall

Oh ya !

Douar vall

– Ha vé ket laret traou 'vel « gwel vé ar logod galoupad barzh » pe traou ar mod-se ?

Oh non ! Non-non, non !

Ah nann, nann, nann

Oh non ! An dra-he, ar logod so walc'h 'vid bi ba douar mad 'è hañ !

– Ah ya

Hola ! Ha surtoud e'h ee an traou a vé laket barzh ene vé druoc'h 'vid amañ, ba ur park treut

– Ya-ya

An dra-he zo sur !

– Hag 'hend-ell vis(e) ket laret douar ru pe douar du pe… ?

Yao !

Yao-yao !

Yao ! Douar skañw, douar…

Yao-yao !

– Douar stank ?

Douar…

… Skañw !

Skañw

– Ya ha douar… Ha petra é douar, douar ru pe douar du ?

Douar du zo… N'oun ket kàer 'vid lared doc'h ahe hañ…

'Vel ba ur war(e)mm ahe his-t(e), zo ket voien dé gaoud douar du !

– Ba'r gwaremmou ?

Ah ya !

Oh ya ha lec'h-ell 'è !

Ya, ba lec'h-ell 'è, ya…

Med douar du vé ket klêt kaos kalz heñ ?

Pass ar bern

Douar skañw

Med me meus joñj lar ba Penguily mamp douar du un tamm ba un takad ka ! Ba'r re oa ba-tu kêr Reun ahe gis-se

– Takadou vis(e) ?

Ya, med… Oh ! Oa ket kalz ! Nann

« An dra-he zo douar du » vis(e) laret wechou, manque de calcaire

– Ah ya

Ya

– Pe-sort mod vé laret « calcaire » e brezhoneg ?

Me n'ounn ket 'ha !

An heñi vé laket angrejou dê kwa !

Eh ya ha ra(w)

Petramed gwech-ell…

Ra(w) surtoud !

Gwech-ell vis(e) laret : « Amañ zo douar » pugur med gwech-ell, houïet walc'h ba'r Bretagn pe-sort mod oa…

Douar du, douar skañw !

Ha oa ket voien dé gaoud (ne)med patates, segal ha neu'n gwinizh-tu !

Ah ya… Traou dreut toud kwa !

Beñ ya…

Ah ya, me meus joñj…

– Ha vis(e) ket traou-ell ? Yao, legumachou vis(e)…

Oh ya !

Ya

Me meus joñj klêd mé mamm lared, pé oa-hei deut da Gonerg nagn ka(v)et ur plass en(e) 'ta, treut ha dis…

Disec'het 'hat !

Disec'het toud ha bremañ oaint douar mad toud, gouïet walc'h ret

Ya ya

Toud n'ee ket un tamm barzh c'hoazh, med be oant (????)

Med seulamant re goleie ga…

Ah ya ! Med…

… Ga gwe ha treou kara !

Med ba du-m(añ) ar plass oa… Doc'h Léontine oa'ñw 'ha ! War he lerc'h oa ma mamm

Ya, med…

Hag ahe gis-se vis(e) ket kàer droad dé bil(ad) na plantañ na mann e-bed !

Bah !

Med eh ! Pé oamp komañset, pé oamp deut ba-droad d'ond dé bil(ad), diskar ar c'hoat d'o(be)r ar vagod pe fout petra ! Pé blijè ket domp, ale ! An harpon war'nèi ha mad pell zo !

– Ah ya

Peus kemed gweled : Dow zevezh-arad war'n-ugent oa n(a)onteg parcelles deuhoute

– Ah ya

Ya, ah ya…

Ha 'benn o(be)r an dro d'ar reñ-s(e) toud, pigur neu'n vis(e) diharzhet ar gwe ha eren toud !

– Ya-ya

Holalalala !

Ya ! Med peus kemed gwel ahe oa, ba-blassou pa keme(d) un devezh-arad douar ha oa 'r harzh tro-war-dro daoñ, oa ba…

Oa kemed un tamm bihen ba'r c'hreis 'kement oa cultivable kwa, ma peus c'hoant

Oh ya

Moien dé lakad ??? e-bed

Bi oa… Ba du-m(añ) vis(e) prenet ar vagod a-raog oamp komañset

Ha oa da werzh(añ)

Ha pé oamp komañset vis(e) koat dé werzh(añ) beb pla ! Beb pla, beb pla !

Holalalala !

Oy ya ! Ha bremañ ma'hat vé ket gwerzhet kin, kar n'eus ket (a) girzi kin

Nann, kar n'eus ket

Pilet toud

– Nann, pass be ene heñ ! Ha ene n'eus ket kalz hañ ba…

Oh nann

– War Gonerg n'eus ket kalz tra hañ

Nann, nann

Nann, n'eus ket

13/04/2016

Ar bresel deuh ar laezh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant mamp gwraet assames ga Jean Lecoulant barzh Kergloff ba ti-R. Trañskrivet a traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
R.



– Ya, med brem(añ) vé pêet 'vid lakad kleuñiou en-dro, neus lar(e)t ma mamm din-me 'e, bremañ

Ya, an dra-he, daw é bi sod heñ ! Kar kemer ar Bretoned 'vid ginouejen, heñ ? 'Hond d'o(be)r kleuniou 'maont, jervij dé mann e-bed 'h o(be)r, un tamm douar 'vel an daol amañ, lakad plant war'nê… 'Benn un neubeud blavejou am(añ) n'o ket saout-laezh kin ! Ma, ba'r prij, ma gontinuont dé bêo ar pris zo brem(añ), (e)ma echou !

– Ya, ijelloc'h ar pris 'vid ar pris ar laezh kwa 'benn ar fin

Ah ya, n'é ket bet ijellac'h 'vid an dra-he biskoazh toud ! Ya… Nann, n'é ket onest deuh o beurzh dê, deuh ar laiterie oa deuh an antrepris oa 'werzh 'nê war-lerc'h. N'eint ket onest kwa !

– Nañ-nann, traou zo d'o(be)r heñ ! 'Vid cheñch an traou…

Ya, kalz a draou zo d'o(be)r !

– Ya

Med ba'n mil naw-c'hant ha deg-ha-trugent, oa gwraet bataille du lait

– Ya

Ar bresel deuh ar laezh. Ur mis ! Oa ket… Ar saout vis(e) daw goer(o) 'nê memestra ! Taol(añ) ar laezh dé val(e) petram 'h o(be)r amann, lakad ba'r c'hoñjelateurien pe dé zistribüiñ… 'Pad ur mis é bet cherr(et) toud an traou !

– Ah ! Cherr(e)t ya, toud

Ya, cherr(e)t

– Ha pe-sort mod oa digouêt d'ar fin neuhe ?

Beñ, bet oa bet ogmantassïon deuh ar pris kwa !

– Ya

Ya

– Pleget neugn kwa !

Pleget neugn, ya ! Ha taol oa dé val(e) lod deuh ar beïsant(ed) a oa complices ga'r laiterie, oa taol(et) dé vale, lod oa presidant ha machin… Lar(e)t oa dê demissioniñ kwa !

– Ya, diskaret eint bet kwa…

Voilà ! Lod oa bet diskar(e)t ! Med boñ, war-lerc'h oa ket bet re dru an traou c'hoazh kwa…

– Ya, deuet an traou en-dro 'vel oagn kwa !

Pass tre, med boñ, nagn ket delc'het ar pezh oa bet prometet kwa !

– Ya, tamm-ha-tamm matresse…

Ben ouais, med… Kar brom(añ) eint aet 'ha ! N'eus deñn e-bed dé, d'ond fass dê…

– Beñ d'o(be)r bresel, med ga piw vo gwraet kwa ?

D'o(be)r bresel ya, beñ ya ! Tud walc'h so d'o(be)r ar bresel c'hoazh, med daw é d(é) lak(ad) an dud d'ond (a)ssames kwa !

– Ya, an dra-he zo ar stertañ d'o(be)r bremañ kwa…

Beñ d'ar mar(e)-t(e) 'e jomeè, oa (a)n dud a-peu-prè 'ssames 'e, c'hoazh kwa

– Med 'n-om ane(o) a ree an dud 'e

'N-om… Oh ya ! Matre'n walc'h… Brom(añ) 'n-om aneegn 'è, med neubeutoc'h zo 'vi(d)-sur ! Med, eh ar mo(d)-se (e)ma heñ… Me n'oun ket gouest d'o(be)r, d'ond d'o(be)r ar bresel kin

– Ya, ya-ya-ya

Am(añ) an trakteur oa ba, chom ba'r park ahe ! Ur mis oa-ñw bet ba'r park. Oa deñn e-bed dé zigass 'naoñ d'ar gêr. Ar merc'hed, ar gwreged oa daw dê goer(o) ar saout memestra heñ ! Taol(añ) ar laezh dé vale, med 'benn ar fin oa sa(v)et bèc'h, deut ar laiterie oa aet dé glas(k) ar syndicat, ar M.O.D.E.F deuh ar c'hCôtes-d'Armor dé zond dé daol(añ) aha(no)mp maes, ar pezh oa, oa digouêt kwa… N'oamp ket tud walc'h war ar plass 'e. N'oamp ket gouest dé vi papred war 'r plass walc'h, set' brom(añ) oagn deuet da zeñviñ, taol aha(no)mp maes !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog