29/02/2016

N'eus kemed an otrou person zo lahet mad !?!

Salud dec'h,

Fenos vo laket ur video bet filmet ga Fr. 3 e 1985 barzh Skrigneg, bet int'rrojet Pierre Foll ga Fañch Broudig. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Evitimp war Skrigneg oa un pro-nazi ha diskuet neus demp penn-da-benn pad an amzer é bet barzh Skrigneg. Labour ree ga'n Alamanted sur ! Hag pa mamp lahet 'naoñ, mamp ket 'n-om dromplet ! Kar tri-c'hard eur goude oa ur side-car hag un automitrailleuse war ar plass ! Set' ma'hat an dra-he glefe reiñ doc'h da hoûd oa un dra mennañket ! Bon ! Bep mis a teue ar c'homandantur deus Montroules da ziskutiñ gantoñ, da zibiñ gantoñ ba'r prospital. Petra vije deus taol ene ? Oan ket ahe kwa heñ… Oan ket deus taol gate… Kontan vijen bet a-wichou da jilou petra vije laret ! Hag ene mijemp gouïet petra… Heñ ? Ma zo bet 'h aretet tud barzh Skrigneg 'vel zo gwraet ha ma (e)ma toud ar rüiou zo hano « Résistance » warne, kred a rañw sañsemant oa un' mennañket ha' neus labouret, med labouret-fall !

– Setu neuhe e laret-c'hwi sklàer pe-naos é ar Resistañs deus Skrigneg ha war-dro hag en deus lahet, pe-naos… Yann-Vari Perrot

Ah ya ! Ni meump, ni mamp, pell a oa, avertisset 'naoñ ma gontinuch(e) i labour, sur, sur a sa(v)che bec'h ! Hag oan ket ma-hun lared daoñ ! Monseigneur Duparc na gwraet 'è ! Neus skrivet, na bet skrivet daoñ ! Laret daoñ leusken Skrigneg trankil petramant a goulche ar gwad !

– Dow-ugent vla war-lerc'h vé dalc'het da gaoseal deus se e Skrigneg amañ, petra zo kaos, a gav dec'h, vé kaoseet kemend-all c'hoazh ?

Petra zo kaos ?

– Ya

Daon ! Hag ahe peus trôet da sku(d)ell, weloh ket da-beked sorti da, da-veked a sortïal an nor, hor monumant int deut hag e-se ! Heñ ? Ha klêt peus 'nê ba'n tribunal… Ac'h ! Ar person 'darr(e) ! Me lar dec'h ni vefe kontan vefe kasset les reliquats deus hezh alisse kant kilometr ahann, heñ ? 'Vid ne glefomp kaos e-bed kin… Leusk aha(no)mp trankil barzh hon bro amañ !

– Ya, med pezh so en-em gavet, n'eus ket voien distreiñ war-se, 'n-em gavet é…

'N-em gavet é, ya bon ! Ha pa-rag neuhe 'h eet 'ta 'è da remuiñ an dra-he ? Hag, hag Armel Coant ?! Ar re (e)ma toud ar ruiou war o hano ha pa-rag rit ket piessou war-hano hezh neuhe ? Heñ ? Ha dokteur Jacques amañ ? Toud ar re zo lahet ba'r sekteur amañ ? Kaos e-bed deusoute ? Ar re-h(e) zo, ar re-he zo chach 'ta neuhe ? N'eus kemed an otrou-person zo lahet-mad !?!

28/02/2016

Boueta ar loned ha gousilhañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ar su'n-mañ ba ti-J. ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Med prosseset vije a-wechou memestra hañ ? Me meus klêt oa prossesou, med…

Ya ya, me meus ket bet aneet an dra-h(e) hañ !

– Ah ya ? Koshoc'h oa matresse ?

Koshoc'h, an dra-he gwech-all… Ya, kajimant-sur, ya ! Me meus ket bet aneet… Oh ya ya ! An dra-he, an dud  vé, war-benn kalz, ba'r Washaleg amañ oa bet, ya just a-walc'h war-benn an dour, lak an dour war 'r lïorzhou 'vid kaoud yeot, yeot a-bred d'an nev(e)-amzer ha vije, vije saout 'halañ ha vije yeot fresk kwa da roiñ, da roiñ dê 'vid kaoud laezh kwa

– Dourennet vije kwa

Ya ha pep-heñi, pugur an dra-he oa da, tammou… Pep-heñi na un tamm lïorzh dru, vije gwraet deus an dra-he hag pep-heñi na e zamm ha pep-heñi na e zevezh da lak an dour ha da lesken ar wazh-dour d'ond war e machin

– Ya ya

Ha war-benn an dra-he, alïes vije, vije lod nagn c'hoant da drichañ kwa, ya voilà !

– Ya, da dapañ mignoc'h matresse

Petram, ya petram a teuient, sa(v)ent d'an noñs d'ond da lakad…

– Ya, pé vije ar re-all kousked

Ya, pé vije ar re-all kousk(ed)… Oh ya ya, traou gis-se kwa !

– Un tamm 'vel zo partoud kwa

Ya ya, choñj a rañw lar oa gis-se

– Med ba'r prajeier vije gwraet 'e ?

Ya, prajeier ya, me(me)s-mod é, vije laket, lachet an dour 'e da…

– Ya, un' na kaojeet din-me deus ar gwachou-don vije gwraet

Ya, ya ya ha vije stanket neuhe ha goude vije distanket d'ond ba da, war lodenn pep-heñi kwa

– Hag ur veunteun oa ba pep prad pe… ?

Oh nann ! An dra-he zepand d'ar c'hêriou hañ ! Ba'r Washaleg amañ oa ar veunteun donc ha ar machinou dru oa ba penn-traoñ gêr kwa lem a'h ee an dour kwa

– Ha neuhe oa dru ar yeot kwa

Ya, ya ya

– Loned vije laket ba'r lïorzh neuhe pe… ?

Ah nann nann ! An dra-he vije troc'het ga'r valz pe ga'r valc'h ha vije… Vije laket ba boutigou, na ur boutig gwraet ga an dud pad, oa ar baotred d'ar gooñw ree, ree…

– Maniou pe…

Ya, ya ya, boutig, ni lar ur boutig

– Mem-mod é ?

Me(me)s-mod é hag 'h eegn da penn-traoñ gêr neuhe ga'r boutig ha vije karget hezh ha sterdet ha goude vije laket war da c'hein da sevel kêr da roiñ d'ar saout

– Ha fresk a vije rôet d'ar saout ?

Ya, ar re oa nev(e)-halet, ar re oa 'vid roiñ laezh kwa ! Mod-se vije

– Labouriou oa kwa

Oh ya ya ! Ahe oa toud, toud ga da zoworn kwa heñ ! Ha oa sort e-bed da… Goud(e) oa deut trakteurien ha traou gis-se, med boñ…

– Ha 'benn ar fin oa neubeutoc'h dud kwa

Ya ! Ya ya

– Med mod-all, me ma klêt lod lared lar vije gwraet, pa vije re-gozh neuhe vije o labour dê diharzhañ

Ya

– Gwir é ?

Toud ar parkeier vije diharzhet !

– Ga'r re-gozh kwa

Ah ga, memes ga'r re vije telc'hen ar feurm hañ ! Ahe oa ket ur park ha' vije ket diharzhet ! An heñi ziharzhe ket e bark vije gopet war'naoñ feneant ! Oui, an dra-he vije diharzhet ha mad ! Ha touset toud ha goud(e) vije gwraet berniou ba kost ar c'hleuñ ha vijent lesket un tamm bihen da, da vervel un tamm bihen kwa ! Ha goud(e) vije charreet an dra-he neuhe d'ar gêr d'o(be)r, da housilhañ dindan ar saout

– Ya ya, d'o(be)r goujil kwa

Ya, d'o(be)r gousil, ya. Ya ya, med an dra-he vije diharzhet mad hañ ! Hag ar c'hantonerien ziharzhe bord an heñchou i(v)e

– Gwelet peus 'h o(be)r goujil kwa

Ya, ba'r Gwenidou

– Ha goude-se oa deut ar, oa ramplasset ar goujil ga'r plous kwa ?

Ya ya, ya ya, med ar gousil vije gwraet memestra hañ ! Pep-heñi na, kalz feurmou na un tamm machin ba'r Gwenidou heñ ! Pep-heñi ouïe ba-p(e)-lec'h oa e…

– Ah ya : e dakad kwa

Ya, e dakad ya ha vije troc'het ar, troc'het ar goujil

– Ar Gwenidou, p(e)-lec'h 'ma ar Gwenidou ?

Gwenidou ? An dra-he zo ba…

– Ba'h ar mene ?

Turduon [Tredudon], 'n tu-all deus Turduon ahe ya, ba'r mene ya !

– Ya ya, ya ya

Ya ya, ba'r mene ya

– Ha pe-sort mod, ga petra vije kerc'het… ?

Ga'r c'harr ha ga'r c'heseg

– Ga'r c'harr hag ar c'heseg

Ya, ya ya

– Ar c'harr roujou-koat pe roujou-kaoutchou ?

Ar roujou-koat

– Roujou-koat

Roujou-koat ga feriou, un' ga feriou-hou(a)rn kwa ! Koat ha hou(a)rn da… Ya ya

– Roujou-hou(a)rn oa ?

Ya, en-dro da, d'en-dro d'ar c'hoat

– Ha neuhe oa keseg 'e

Keseg ya

– Ya

Ya ya

– Ha 'n-om okup a rees deus ar c'heseg ?

Oh ya, me mije ket owen d'ond war… Bremañ meus owen deus… Ma vaotr neus ahe keseg ha me meus owen deusoute, med gwech-all an dud a'h ee da…

– War-dro ar c'heseg kwa

Ya ya, da gass 'nê d'ar park, da gerc'had 'nê, da…

– Da gempenn 'nê

Ya ya ha da machinañ pa vije pilet lann, an dra-he vije d'o(be)r, red mond ha dond ga'r valz da droc'hañ lann ba'r parkeier hag vije gwraet béc'hou-lann ha goud(e) vïent digasset d'ar gêr 'e ga'r c'harr ha goud(e) vije pilet ba…

– Ga'r biléres ?

Ba'r biléres pil-lann, ya ha goud(e) oa deut ar manej ga'r gaseg ha neuhe vije gwraet an dro ha…

– Ya, troiñ a ree mod-se kwa

Ya, pe mod-all vije daw da droiñ ga'r rod kwa, an dra-he oa sterd hañ !

– Ya ya, aessoc'h oa ga'r c'heseg

Ha goude ga'r manej, ya vije pilet lann ha goud(e) vije… Ar c'heseg zebegn kemed an dra-h(e) hañ ! Lann, ur boutegad-lann ha plous

– Ha plous

Ha vije ket roet foenn neuhe d'ar c'heseg d'an ampoent-te ! Nann

– Med plous-kerc'h vije ket rôet ?

Plous-kerc'h, ya

– Ya ?

Plous-kerc'h, ya

– An heñi gwellañ oa plous-kerc'h ?

Ya, ya ya, hezh oa ar gwellañ 'e… (A)taw memes ! Ar plous-kerc'h…

– Petra vije plantet 'e, añfeñ plantet… ?

Ar pitrabes, ar pitrabes kwa !

– Pitrabes

Pugur vije roet d'ar c'heseg 'e, pitrabes… Ur bitrabesenn war-hourr(e) ar, war-hourr(e) ar boutegad lann pilet

– D'ar saout vije rôet 'e ?

Ya ! D'ar saout vije rôet, ya ha vijent drailhet war… Vije laket ar boutig ha vïe lak(et) ur planken ha ga'r gontell vije… Ya

– Raket kwa

Raket ya, an dra-he ouais… Ouais, ouais, gast ouais ! An dra-he oa, a oa labour d'an dud toud !

– Ha meskañ ha diveskañ ar lann, ar pitrabes hag…

Ar pitrabes d'ar c'heseg vije roet en o bezh hañ !

– Ah en o bezh ?

Ah ya ya ! D'ar c'heseg vije ket roet, vije ket roet pitrabes troc'het hañ !

– Ah ya, d'ar saout oa

D'ar saout ya !

– Ya

Med goud(e) an dud oa bet deut finnoc'h, beñ vije roet d'ar saout en o bezh ha' zebegn 'nê me(me)s-mod !

– Ah ya ?

Ya, oh ya ya…

– Ha 'benn ar fin vije gwraet un dra ha' oa ket emm kwa

Ya ya, nann, voilà !

– Un' ha' oa feneantoc'h 'vid ar re-all matresse

Ya, kajimant-sur ! Kajimant-sur, petram na essêiet, c'hoant da wel pe-naos… Ya, bon ar re-he rastelle toud an dra-he !

– Ya ya, bon mad é

Med seulamant ba'r mañjouerou, beñ gasse 'nê an eil da… Ar pitrabes 'n o bezh kwa ! 'Benn ar fin, ar memes re zebe toud, oa ket rassionet me(me)s-mod kwa !

– Ha d'ar moc'h, petra vije rôet dê ?

Gwelien

– Gwe(l)ien ?

Gwelien ya, vije poahet patates

– Ya

Ur mell pou(d)-fèr a vije ha ahe oa, amañ oa ur chiminal ahe ba'r hreñch a-dreñw ha vije, vije poahet ur poufèrad-patates, d'an ampoent-te an dud lake patates Abondance hag ar re-he oa pechou traou, ahe oa d'ar moc'h kwa ! Hag a-wechou ba foñs ar chid[ouren], ba foñs ar pou(d)-fèr vije laket, troc'het pitrabes i(v)e, ur chounave i(v)e

– Med petra é « Kweien » 'e ?

Gwelien, beñ goud(e) vé, goud(e) vije, pé vïe poahet ar poufèrad-patates vije friket ga ur machin, ur pezh frikéres-koat ha vije gwraet… Ha vijent friket ha goud(e), beñ d'ar moc'h vije laket ba'r sailh, vije laket patates friket ha vije laket brenn ha laezh ha pa vije dïennet ar laezh, tenn(et) an dïenn deus ar laezh 'vid o(be)r an amann, ar laezh trenk wechou hag a vije trenk alïes ! Ha vije laket an dra-he neuhe d'ar moc'h, ar re-he zebe an dra-he

– Ha mesk(et) vije ar laezh ga toud ar pezh peus laret damai, ya, ba'r sailh kwa ?

Toud toud ! Ya ya, toud ! Ya ya, ga da zoworn goud(e) ga'r sailh, beñ frikès c'hoazh mïoc'h, pass lesken traou gross kwa ! Ha vije chet(et) an dra-he d'ar moc'h ba o mañjouer, ya pe war 'n dou(a)r ya

– Vé ket laret amañ « ur preseb » ?

Preseb ?

– Ya

Nann, n'ounn ket petra é

– 'Vid lared « mangeoire », mañjouer vé laret kwa ?

Ya, ur machin, ur bailh kwa

– Ar bailh ?

Ur bailh ya, d'ar saout oa ar mañjouer ha d'ar moc'h oa ar bailh !

– Ah ! Ar bailh oa

Ya, an dra-he oa ur machin-hou(a)rn pe ur machin-simen ha vije taolet o voued dê ba hezh

– Un tamm 'vel ur lower é kwa

Ya, me(me)s-mod, ur lower ya

– Pe ur c'homm kwa

Ouais, ouais, ya ya

– Ha petra é an difer's 'tre toud an dra-he kwa ? Ar lower, ar c'homm hag…

Beñ pep-heñi lare e mod kwa ! Kajimant-sur hañ…

– Ah ya ? Oa ket difer's e-bed kwa

An dra-he zepand deus ar barres, pep-heñi…

– Med just a-walc'h, me ma klêt toud « ur c'homm, ur lower » ba'r memes parres kwa… Hag ur bailh 'e

Ya ya ya

– Hag an tri vije laret kwa gad an dud

Ya ya, gwir é

– Ha neuhe ma joñjet « matresse zo un difer's 'tre… »

N'eus ket…

– N'eus ket ?

N'eus ket, n'eus ket ! An dra-he zo memes traou !

27/02/2016

N'ees ket tost d'ar puñs, ahe zo un teus

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ar su'n-mañ ba ti-J. ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha petra blije dit neuhe ba'r vuhe gwech-all ha n'eus ket kin bremañ, 'zhpenn 'vid 'n-om joukour ?

Beñ, kalz a draou hañ ! Pugur ar re oa kalz deja, ba'r c'hêriou oa kalz re-yowank !

– Ya, buhe oa kwa !

Ouais, buhe oa, ya ! Hag an dud, beñ 'h eent d'ar bal da Verrien war o zreid, ahaha ! Ya ya, memes beked Skrigneg wechou, bek(ed) ar Vouilhe

– Ha toud war-droad kwa

Ya, war-droad (a)taw, ar boutou-koat vije kass(e)t d'o(be)r an hent, pugur neuhe oa ket heñchou 'vel zo bremañ kwa

– Ya, heñchou-treus oa kwa

Treus ha pri ha-toud…

– War bissiklèt oa ket 'e ?

Nann, me meus ket bet bissiklèt, eo ! Lod na ur bissiklèt, med me meus ket bet gwech e-bed…

– Ah ya ?

Nann

– War-droad toud kwa

Ya ya, oa kime da zreid ha-toud… Da b(e)-lec'h 'ees ? Ha vije kass(e)t neuhe ar boutou-lèr ba ar sakoch

– Ah ya, blam dond da… Ya

Ya hag ar boutou-koat d'o(be)r an hent kwa ! Ha pa zigoueemp ba bourk Berrien ahe, ba Kêr-Varïa, oa ur feurm ahe  'e ha oa un hangar ha 'h eemp di da cheñch hom voutou ha vije les(ke)t ar boutou-koat ba'n hangar hag…

– Ha tap(e)t ar boutou-lèr

Ha tap(et) ar boutou-lèr d'ond da zañsal, ah !

– Ha aessoc'h oa sur !

Ah ya ya ya ha goude pa teuemp war hor c'his, beñ vise gwraet me(me)s-mod, voilà mod-se oa, ya

– Hag an dud 'n-om anee kwa

Ouais ha na plijadur hag voilà an dud… Oui ha goude war-si(zhu)n eh beñ an dud 'h ee d'ar goñw, an dud 'h ee d'an nos(v)ezh ba-ti un', goude oa an de war-lerc'h ba-ti an heñi-all da c'hoa(r)i kartou pe da c'hoa(r)i domino pe da… Ha da dommañ tal an tan kwa ! Da gontañ kaos, da gontañ…

– Da gontañ traou kwa

Rismodilli ha ya ya !

– Just a-walc'h !

Ya ya

– Goûd a houz(e)s tammou rismodilli ?

Oh ! Pass kalz heñ ! Pass kalz heñ…

– Ah ! Med un' pe diw matress(e) ?

Heñ ?! Oh ! Meus ket joñj kén heñ kalz ! Nann nann

– Lod lar wechou, pa teu da joñj dê kwa

Ya ya, me meus ket joñj… Ar re-yowank vije (a)ssames kwa ga'r re-gozh, vije (a)ssames ha neuhe oa, vije mïoc'h rismodilli. Ya, gwir vije lod vije kontañ traou : An teuchou gwech-all ha tou'n dra-he ha an dra-he ree owen d'ar re-yowank !

– Ya, an teuched, ya

Ha goud(e) oa aet vaes an ti, ouhh !

– Owen kwa, spontet toud kwa

Ah ya ya, ya ya ! Ya ya

– Ha klêt peus kaos deus an teuched neuhe kwa ?

Ya ya, med an dra-he goude ga… Memp bet reflechisset ha an dra-he oa gwech-all ar vêleien, ar re-he teue d'o(be)r, ar re-he na diskadurezh kwa ! Ha teuent d'o(be)r owen d'an dud war ar maes, oagn ignoran kwa…

– A joñj dit é… ?

Me joñj, ya

– Ah ya ?

Ya ya

– Me joñje din-me oa deut an dra-he deus an dud o-hun kwa

Off ! Me joñj lar vije kalz ar vêleien d'o(be)r traou gis-se hañ ! 'Vid, 'vid kass an dud d'ond d'o c'haoud, d'ond…

– D'ond d'o-heul

Me joñj, ya… Oui, beñ n'on ket sur heñ ! N'on kemed ch… Choñj a rañw heñ ! Ga… Oui, ar re-he oa toud ar machin dê kwa, med bremañ (a)bowe negn, negn laket dour ba o gwin ahe ! Cheñchet ar lêsennou ha cheñch(e)t an dra-he, heñ ?

– Bremañ n'eus ket kin, ya

Nann, an otrou-Doue, ma zo un', eh beñ n'ounn ket ba p(e)-lec'h (e)ma !

– Aet e vakañsou

Kajimant-sur ! Kajimant-sur ya !!

– Ha petra pa klêt diwar-benn, matresse an teuched pe ar lutined pe traou ar mod-se ? Petra vije laret d'an dud 'vid o(be)r owen dê ?

Beb sort traou 'ha ! Beb sort traou kwa d'o(be)r owen, surtoud d'ar vugale vije laret : « N'ees ket tost d'ar puñs ahe, pugur ahe zo un teus barzh ! » An dra-he oa 'vid ampech aha(no)mp d'ond…

– D'ond barzh kwa

D'ond barzh, ya voilà ! Traou gis-se kwa heñ ! Ya ya, gwir é ! Mod-se vij(e) hañ !

– Ah ya ha 'vid ar puñs vije mod-se kwa

Ah ya ya ! Ha wechou lem a oa dour, ni 'h ee da neuñial, an dra-he oa deñjirus i(v)e da… Ha vije laret demp : « N'ees ket ahe da c'hoa(r)i, pugur ahe zo un dra-mañ 'n teus pe ahe zo un n'onn ket petra » Beñ ni grede toud, ah oui !

– Ya, ur mod da ziskiñ d'ar re-yowank matresse kwa

Ya, voilà, voilà, voilà

– Ha me ma klêt un' lared vije laret, med n'ouzon ket pevare oa, med oa pad un treuchad oa, vije laret pass mond barzh an dour, pugur oa an diaoul ba'n dour

Ya ya

– Ha oa daw go(r)tos la 'h efe an diaoul maes deus an dour…

Ya, voilà 'benn mond barzh, set' ar vugal(e) n'eegn ket !

– N'eegn ket

Voilà, voilà… Bremañ vé laret dê mod-all, med boñ !

– Med sente(t) vije ?

Ya ya, ah ya ya ! Ni sente, gast ya ! Bremañ vé, weles 'nê revoltañ war o zud ha respont, ah med gwech-all oa ket kont gis-s(e) hañ !

– Ah ya ya… Ha pe-sort mod vije sa(v)et ar vugwale neuhe d'ar mar(e)-se ?

Beñ 'vel vije, 'vel a vije voien d'o(be)r kajimant-sur !

– Ya, pep-heñi deus e, 'n e vod daoñ kwa

Ya ! Ya ya, med me meus ket joñj be, meump bet miser hañ ! Na naon, na… Nann, ma zud 'n-om renke (a)taw 'vid kaoud un dra mennaket kwa demp, ya

– Pezh a vanke kwa

Ya ya, ya ya, med boñ ! Laezh vije, beñ oh ! Amann vije i(v)e ha kig-moc'h

– Vïou ha-toud…

Vïou, ya voilà

– Yir oa amañ kwa ?

Ya !

– 'Vel-just…

Ya ya, ar yér gwech-all, beñ ba'r c'hêriou 'vel Gwashaleg 'vel partoud, ar yér oa liberte !

– Ah liberte ?

Ah ya ya !

– Ah ya…

Ya ya

– Ba Kergloff meus klêt un' lared oa ket just a-walc'h, grilhajet oa

Ah nann, oa ket hañ !

– Oa ket ?

Nann nann, ar yér oa liberte 'h ee lem ma negn c'hoant ha 'n-om zespugne goude ba'r poulaie d'an abard'hê kwa, med mod-all meus ket joñj gwel… Bremañ (e)maint, memes yér, ah beñ ar re-he zo grilhajet 'e

– Ba'r c'hlud kwa

Heñ ? Ya ya ha bremañ ma 'h eeint barzh, war jerdin d'un'-all bennaket, beñ neuhe an dud teu da chikanañ, med gwech-all toud an dud oa me(me)s-mod ! Ya ya

– Ar mod-se oa ket trous e-bed kwa

Oa ket trous (e-)bed, nann, nann nann !

26/02/2016

Katellig, bleizi ha saout aet da hesk

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel ga dow baotr. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Paotr kentañ
Eil baotr




– Pe-sort hano vis(e) ràet d'ar paotr a ree ba'n ti war-dro ar vugwale pe… ?

Ah ya ! Ah ya !

– 'N-om okupe deus an ti 'hend-ell, hezh vis(e) ràet un hano daoñ ?

Ya, oh ! Ur gatell un tamm matresse herve

– Ur gatell

Katell un tamm

Katellig, katellig, hezh so katellig

Katellig sinifi chouk i vri ba'r gujun, da chouk i vri ba-lec'h vis(e) ket gleet daoñ o(be)r…

Vise ket gwal estimet

– Ha laret vis(e) « hezh so katellig » ?

Katellig ya ya ya

Katellig é ha vis(e) ket gwal estimet hezh !

Nann, med eh ! Pé welet ur paotr 'hond da choaj des sous-vêtements da heñ ! D'i wreg, beñ me gav di(n) c'est pas tout à fait normal hein ? Pet(r)a laret

– Oh ! Med brem(añ), brem(añ) vé gwelet se

Ya bremañ, med gwech-all oa neubeutoc'h memestra ! Ah ya !

– Ya ya, med ar paotred ne reent ket war-dro ar vugale 'e hañ !

Ah nann ! Gwech-all nañ-nann ! Nann, nann, vise ket, vise ket estimet d'o(be)r deja ! Matrehe vise ket bet leusket d'o(be)r matre'n… Ah nann ! Ha gwech-ell vise mammi(g)ou-kozh ha traou, mammou-gozh ba'n ti !

– Ah ya

Ha goûd a ret pet(r)a ree ar re-s(e) ? Komañs d'o(be)r owen d'ar vugwale vihen deuzhtu, heñ ? Pa gomañsegn vise walc'h

– Ah boñ ?

Ya ya ha ba'r park, set(u) ba'r c'hrashent ah(e) so krasheñchou partoud heñ !

– Petra é ar c'hras… ?

Ur c'hrashent so un croisement… Eh ! Krashent Marie-Jaffré, kroashent… Pet(r)a so ahe c'hoazh ? Ahe so re-ell, boñ ahe a vise gwel(et) ur lutun, ahe vise gwelet toud an traou ha wichou ba'r parkeier, ba'r park pe park heñ ! Vise laret red a vise gweled 'e, 'benn ar fin ar vugwale gredent ket mond-maes da bissiñ, pigur red a vise dê mond da bissiñ deus an nos memestra hag ar merc'hed yowank 'è, pugur oa ket mann e-bed ba'n ti

– Ya ya, ya ya

Ah ! Beñ goûd a ret (???) o(be)r (???)

Lod vise 'hond, mond d'o(be)r owen d'an dud ar mod-se

Ya ! Ya, lod a ree owen…

Pé visent war an hent surtoud, amañ gi-mañ 'hond da zistreiñ d'ar gêr…

Ga un niñsel, heñ ! Tap un drap de lit war i benn, daon 'vid spontañ 'naoñ

Spont(añ) an dud

Oyowyow ! Hag lod vise e(rr)o paotr yowank herve hag gredegn ket mond ga o mestres, kar dond d'ar yêr oa ket kap da zond ! Ahaha !

– Trist wac'h oa

Ha vise red dê klask hent kasimant, med n'é ket braw kaoud ur c'hi 'è d'ond ahe gis-se, heñ ?

– N'é ket braw pet(r)a ?

Kaoud ur c'hi a laron, ur c'hi, un aide kwa ! Suppose vïet aet d'ar bal, aet d'ar vest-noñs boñ ! Ha ga(v)et ur vestres ene ha pé oah d'ond (a)ssames gati d'ar yêr vïe d'o(be)r dalc'hmad akompagniñ 'nèi d'ar yêr, med ma 'h eet da lared d'ur c'hamalad « deus (a)ssames ganen, kar me mo owen 'tond war ma c'his » an dra-he n'a ket kin ah ! An nann, an dra-he n'a ket kin

– Ha laret vis(e) kaoud ur c'hi neu'n

Ya ur c'hi, ya… Ya, med ehehe an dra-he… Med gwech-ell meus bet klêt lared memestra neb oa geier vise red diwall ar merc'hed da gano, kar ar bleizi oa bet, houïet walc'h hag atake tud pé oa bleizi dre-amañ, med (a)boe ahe so pell zo sur, heñ ? Ya, ya… Memestra vise gwraet ! Ha be meus bet klêt a vis(e) lesk(et) ar c'herseg maes deus an noñs hag a vise ar paotr-kaezh kaseg (e)ssê 'tiwall heh eubeul bihen ba kost ar harzh, ba ur c'horn benneket, oa oblijet, houïet walc'h, da 'h ampech, kar 'r blei, heñ nise lahet an heñi bihen !

– Ya ya ya ya

Ya ya ! Ah ya, set(u) ha goude, med me meus ket bet gwelet lesk(en) ar c'herseg maes deus an noñs, nann, nann

– Na lon saout-ell ?

Nann da-zigentañ, med goude ahe oagn deuet-maes ha visent maes, med delc'h(en) vise ar loned toud ba'r c'hrow memestra

Ya

Ha bïou-laezh a'h ee-maes da beuriñ ha pass da beuriñ ba-lec'h vise mann e-bed ba'r park

– Pe-sort mod oa ar park neu'n, pet(r)a vis(e)… ?

Ar park, an dra-he oa un tamm banal bennaket, ur park, houïet walc'h, un' e(rr)o uset hag e deue banal ha traou barzh… Ar re-he vise lesket dé beuriñ hag ar re-ell, ar re-he vise labouret toud hag ar saout, eh beñ nïent ket kalz tra, set(u) deus pe-lec'h vi(s)e bet ar laezh gante neu'n pé nïent, pé nïent ket boued ?

– Pe-sort mod vise laret pa na ket, ar veuc'h na ket kin laezh ? Ha nis(e) ket kin laezh ar veuc'h

Dilaezhet

Dilaezh(et)

– Ya

Dilaezhiñ 'nèi, « dilaezhiñ 'nèi » sinifi 'h arrete anèi da reiñ laezh 'e, pigur eh ! Pé vise e(rr)o ur serten mar(e) é e(rr)o komañs da bounnerraad ga he loue, ma peus c'hoant

Vïe dilaezhet

Ah beñ vise red dihan da hoer(o) anèi, heñ ? Oa ket voien da zelc'hen chech war ar veuc'h petramant da… Ar loue vise bet victime

Na an heñi-ell vïe bet sa(v)et vall

Ya ya

– Ya, ya, med wechou ar saout zilaezhe o-hun ?

Ha ya wichou 'è, ah ya ya ya

– Ha pet(r)a vis(e) laret neu'n… Dilaezhet é ?

Ah ya

Oh ya !

– Vis(e) ket laret (ne)med se ?

Nann… Aet é da hesk !

Aet é da hesk

– Aet é dé hesk

Aet é de hesk ya ya, aet é da hesk

Ya

– Ya ya

Aet é da hesk

25/02/2016

Mad oa ar soubenn-gafe

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ba ti-J. ba Berrien ar su'n-mañ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha krampouzh peus gwraet ?

Oh ya ! Ya ya, med n'on ket gouest d'o(be)r kén !

– Ah ya, an doworn kwa

Me meus gwraet kalz krampouzh, ya ha bremañ ur billig elektrik ahe ga(v)en aes an dra-he ha on bet operet dow vla so deus ma zorn, ya neus loupet ar chirurgien ba Montroules ahe

– Troc'het é ?

Oui, an tandoñiou ha-toud ha bremañ é gwashoc'h 'vid oa 'raog…

– N'eus ket moien da…

Ah eo ! Da gonduiñ an oto ahe c'hoazh, med d'o(be)r traou-all, da droiñ ar machin ahe 'vid 'h o(be)r krampouzh n'on ket gouest d'o(be)r kén, nann. Jean-François ra wechou

– Ah ya ?

Med bouff, sklaboussad toud ! Ahaha !

– Me meus disket o(be)r bremañ

Ya, ober a res i(v)e ?

– Ya ya, war ar billig elektrik a rañw

Ya, voilà

– Med ma mamm oar 'h o(be)r war an tan 'e

Ah ya

­– Med stertoc'h é

Me meus ket bet gwraet war an tan

– Ah ya ?

Nann

– Ma mamm-gozh a ree papred

Ya ya, ya ya, med me meus ket bet aneet mamm-gozh na ta-kozh na sort…

– Ah ya, mod-se oa ket…

Nann, nann nann

– Oh, med kalz deus ar re zo memes oad 'veldin-me neugn ket aneet…

Ma vamm a ree, ma vamm a ree war an tan 'e ga diw billig heñ !

– Ah ya ?

Ha re-vras ahe, billig…

– Pechou re kwa

Ya ya, meus choñj, olala !

– Med me ma klêt un dra ur wech gad un' deus Pleiben ha na laret din-me vije digasset ur pezh men, pemzeg sañtimetr tewder

Ya ya

– Hag a vije dow doull ba'r pezh men hag a vije laket ar billig war-horr(e) ha gwraet an tan ba-dindan

Tan dindan ya, ya ya !

– Gwelet peus an dra-he 'e ?

Choñj a rañw gis-se vije gwraet hañ ! Pugur oa ket treberiou bras walc'h 'vid, 'vid lakad toud an diw billig, oa diw billig vras… Kajimant-sur mod-se, me meus ket joñj, med kajimant-sur mod-se vije gwraet heñ ! Vije laket mein ha gwraet tan dindan, ya

– Med ma mamm-gozh a ree mod-all, neus ka(v)et ur mod prop d'o(be)r an traou memestra, pugur oa laket an treber war an tan

Ya, an treber ya

– Ha vije laket ur golo, ur golo, med deus un tu… Pe-sort mod lared an dra-he, me n'ouzon ket… Pugur ar golo zo mod-se

Ya

– Ha vije laket ba'n tu-all kwa

Ah ya !

– Ha goude-se vije laket ar billig war-horr(e)

Ah ya ya ! Gwel a rañw, ya. Ya ya !

– Ya hag ar mod-se oa ket re domm ar billig kwa

Nann, voilà !

– Ha oa voien d'o(be)r ar c'hrampouzh heb hastañ vounnus kwa

Ya ya ya, ya ya ! Oh gast ya ! An dra-he oa, oa labour ! Me meus bet gwelet ma vamm wechou, pugur ni oa kalz hañ ! Me oa, me oa an yowankañ deus unneg !

– Ah, unneg oa

Hag wechou vij(e) ket bar(a) pad ar vresel 'e, vij(e) ket bar(a) da zibiñ 'benn mond d'ar skol d'ar mintin ha meus choñj ma vamm sa(v)e a-bred d'o(be)r krampouzh 'benn mond d'ar skol

– Ah ya… Bar(a)-du vij(e) ket 'e ?

Bar(a)-du zo bet, ya… Oh ya ya ! Ouais, ouais, med wechou vije ket bar(a) hañ ! 'Vije, pa oa an dra-he vije roet boniou 'vid… Oh nondediou sea !

– Ha soubenn-gafe peus bet 'e ?

Ah ya

– Deuh ar mintin ?

Oh ya ya !

– Lod lare din-me oa, oa laket, pugur pé teuient en-dro deus ar skoul da ver(e)nn

Ya

– Vije laket…

Tal an tan

– Tal an tan pe ba'r ludu

Ya

– Ha…

Ar volenn

– Ya

Vije golôet ga un assïed pe ga un dra mennaket hag pa zigoueemp deus ar skol, beñ pep-heñi dape e sku(d)ell hag an dra-he vije mad !

– Ha mad a vije ?

An dra-he oa mad ! Ya ya ya ! Hag kafe, laezh ha sukr

– Kafe, laezh ha sukr… Ha oa ket krampouzh barzh ?

Wechou, lod lake krampouzh i(v)e

– Pe bar(a)

Pe bar(a), ya ya

– C'hwi peus bet ga petra ? Ga bar(a) ?

Ga bar(a), ya. Ah ya ! Ur wech oamp bet ba eured ur geniter din ba Karnoed ba'r C'hot-du-Nord, Côtes d'Armor

– Ya

Gast ! Ha neuhe oamp chomet da gousked ga ma c'hoar ha me hag oamp sa(v)et deus ar mintin, oamp deut da dap hom zijuni… Gast ! Ha oa soubenn gig-sall !

– Ah ya ? Deuh ar mintin

Ha… Ahahaha ! Ah gast a joñjen… Ma, meump ket bet gwelet c'hoazh, petramant oa o diw machin oa, un' soubenn gig-sall hag un' soubenn-laezh, d'ar choaj…

– Ha soubenn-rouset oa ket ?

Nann

– Nann

Nann, soubenn-rouset oa ket bet, set' an dra-he meus choñj, gast ! Amañ, med ba-p(e)-lec'h omp digoueet amañ ?! Ahaha

– Sovajed

Ya ya ya, ha kemed dibiñ petramant pass o(be)r ha chom…

– Hag amañ oa kime soubenn-gafe d'ar mintin kwa

Ah ya

– Ya

Ya ya, ma ket bet gwelet an dra-he dre, dre-amañ kwa… An dra-he oa ba, n'é ket ba Karnoed, ba Poullaouen 'n-hini oa !

– Poullaouen ?

Poullaouen ya, ouais

– Tud drol heñ ! Dre-ene

Ya gast ! Ar re-mañ é poent dê-gn evoluañ un tamm, ahahaha ! Mod-se oa…

23/02/2016

Soubenn-lamperite

Salud dec'h,

Fenos oun bet wel J. ba Berrien hag a'h añw da ziskeuv dec'h an tamm kentañ deus ar pezh meus añrejistret. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha neuhe pe-sort loned pa barzh ar feurm neuhe ?

Saout-laezh

– Saout-laezh

Ya, saout-laezh hag onnered kwa da ramplassañ

– Onnered oa 'e ?

Ya ya, an onnered vije delc'het hag ar re-he ree, ree bïou goude kwa 'vid… Ya

– Ha moc'h oa ket ?

Oh eo ! Eo eo ! Ah ya, just 'vidoump kwa vije sa(v)et ur pi-moc'h pe dow ha vije lahet goude

– Ya, ur wech ar bla kwa

Ur wech ar bla, ahaha !

– Ha choñj peus deus an dra-he, pe-sort mod vije lahet ar pi-moc'h ?

Ah ya sur !

– Pe-sort mod vije gwraet neuhe ?

Beñ war ar bank

– War ar bank ?

War ar bank ya, ba'n hangar dreñw ahe ha vije laket war ar bank, teue un' deus… War ar maes vije tud ha' teue d'o(be)r traou gis-se, neuhe oaint doueet kwa d'o(be)r an dra-he hag a vije laket ar gontell daoñ ba e hoûg

– Ya, diwadet kwa

Diwadet ya, goude vé gwraet boudin

– Ha pe-sort mod vije delc'het neuhe ar c'hig-moc'h goud(e)-se ?

Beñ, pé oan ba ti ma zud ba Kerdent, neuhe oa ket na frigidaires na koñjelateurien na sort e-bed heñ !

– Ha ba p(e)-lec'h vije laket ar c'hig neuhe ?

Ba p(e)-lec'h vije laket ar c'hig ? Eh beñ vije ket delc'het (ne)med an diw gosteenn ha vije sallet, vije laket ba foñs, ba penn-traoñ an ti ha vije laket ur machin-plous dindan

– Ah ya ?

Dindan hag ur liñsen ha vije laket ur c'houchad-holen neuhe, frotet mad ha goud(e) vije laket ar gostïenn-all war-hourr(e) ha gwraet me(me)s-mod

– Ya

Ha goud(e) vije golôet

– Ga pilhou ?

Pfou ya pe liñseniou kozh pe…

– Liñseniou kozh

Pe pezh vije ka(v)et kwa d'o(be)r hag ar c'hig da zibiñ neuhe, ar rotïou hag ar c'host... C'hoteletou ha tou'n dra-he, an dra-he vije distribüet ba kêr

– D'ar re-all kwa

Oh an dra-he goñserve ket kwa ! Set' vije gwraet fest ar pi-moc'h ha goud(e) vije rôet un tamm da beb den hag goud(e) ar re-all pa teue o zro da lah(añ) o heñi vije gwraet me(me)s-mod

– Hag ar mod-se vije gwraet neuhe blam pass…

Koll an traou, pate vije gwraet i(v)e, med heñ vije dibet, debet vounnus kwa ! Ar pate ha vije red pediñ toud kêr d'ond da fest ar pi-moc'h, set' ar pate na…

– Gilberte na kontet traou din-me

Me(me)s-mod i(v)e ?

– Ya ya, fest ar pi-moc'h, ya

Mod-se oa partoud hañ !

– Ya ya ya

Ya ya hag goude ar gostïennou neuhe, ur wech vijent, nïent kemeret an holen mad, vijent sa(v)et ha staget deus ar…

– En-distribilh deus…

Distribilh deus ar, deus ar machin-te, deus ar…

– Ar soliou ?

Ya, deus ar soliou ha goud(e) pa 'h ees d'o(be)r soubenn pe d'o(be)r patates, beñ vije trañchet un tamm

– Ah ya, med vije ket disallet 'e ?

Heñ ?

– A-raog, a-raog poahad 'nê ? Me ma klêt lod lared vije laket ba'n dour da zisallañ un tamm ar c'hig

Matresse ma vije re sallet kwa !

– Ah ya

Ya ya ya ! Ar bevin dape mïoc'h holen, med an heñi dru dape ket keme(n)t kwa !

– Ah ya !

Ouais, ouais, med wechou pa vije, vije poent d'o(be)r fest ar mikanik, o(be)r ar mikanik ba'n eost kwa, d'o(be)r an eost, beñ pa 'h ees d'o(be)r soubenn, ba serten tïer 'h ees da dap ar c'hig ha vije lampirite barzh !

– Lampirite ?

Ya

– Petra é an dra-he ?

Preñved !

– Ah ya ?! Lampirite vé laret ?

Ya

– Ma ket klêt an dra-he…

Lamperite ahahaha !

– Ah beñ kig 'zhpenn kwa

Ya ya ya ha vije laket me(me)stra ba'r soubenn ha goude ga'n ekumour vije tennet… Oh ! An dud lare « soubenn-lamperite »

– Soubenn-lamperite, ahaha !

Oyowyow !!!

– Petra vije gwraet ga'r c'hig ? Pe-sort pred vije gwraet ga'r c'hig ?

Ga'r c'hig-sall ?

– Ya

Beñ soubenn surtoud hañ

– Ya, soubenn-gig

Soubenn-gig, voilà an dra-he oa, oa ar menu

– Patates kig-sall oa ket ?

Eo ! Patates vije laket trañchennou ba foñs ar chidour(e)n, an dra-he la ree kreiennet, ar re-he oa mad hañ !

– Ya ya ya, med o(be)r rañw papred heñ !

Daon me ra i(v)e !

– Ya ya

Me ra i(v)e ga laezh-ribout

– Ya, ahaha ! Ar laezh-ribout ya

Ah ya ya, pa mé c'hoant da 'n-om regalañ, pa ven ma-hun rañw an dra-he, ale hop ! Un neub(eud) patates kig-sall ha ga un tamm ognon pe chalotes 'e ba'r foñs, ur volennad laezh-ribout, me lar dit ya ! Me 'n-om regal ga'n dra-he !

– Ah me rañw ket ga'r laezh, med o(be)r rañw memestra ga'r patates hag ar c'hig-sall ya

Ah ya ! Hag a ga(v)es ket mad ar laezh-ribout ?

– Beñ, me meus ket droad deus ar laezh kwa

Ah dakor !

– Me zo klañw ga'r laezh

Ah !

– Ha neuhe rañw ket kin gantoñ

Ah nann nann nann nann !

– Med me gav mad patates kig-sall memestra ! Hag a meus ur chidour(e)n potin

Ya, ah ya !

– Ha neuhe boñ

Ah ya, me meus i(v)e !

– Ya ya, med n'ouzon ket pe-sort mod vé gwraet, med me meus ur poal ar mod-se, ur poal-potin 'e

Ya

– Hag a lakon ar chidour(e)n war ar poal kwa

Ah ya ya !

– Hag ar mod-se 'h a doustadig an traou kwa !

Ah ya ya ! Ya, an dra-he zo mad hag a zo ur vorn zo i(v)e barzh, ba…

– N'é ket ur vorn é, med un tamm poal karre ar mod-se ha vé laket koat dre an tu…

Ya ! Ya ya ya

– Gad un nor kwa hag ur preness ha-toud kwa

Me meus bet un' gis-se

– Ya

Lec'h oa ar feurm ahe hag a gemere toud ar plass ahe, med me ma ur vorn barzh

– Ah, me meus ket

Ha da… Ya, goûd a rañw a oa ur model-all heb vorn, ouais

– Hag ar vorn oa dindan pe… ?

N'é ket, n'é ket ! 'Vel, ar vorn oa da… Ahe ha toud, toud war… Penn-ar-benn ahe, beñ ahe halles kuisinañ kwa !

– Ah ! Ur guisiniéres é ?

Ya, ur guisiniéres

– Ah, med me é ar poal heñ !

Ah ya dakor

– Ma mamm neus ur guisiniéres 'e

Ah ya ya ya

– Hag a vé gwraet traou ba'r vorn

Ya voilà !

– Hag an dra-he zo mad !

Ya ya, sur 'ha ! Ah ya, fars gwraet ba'r vorn ga koat gis-se zo mad heñ !

20/02/2016

Kado Nedeleg

Bet divanket d'an 19 deus mis-gwenngolo 2016
Corrigé le 19 septembre 2016

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames ga M-Th. ha S. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

É.
S.
M-Th. 



« Eh beñ daon ya ! An dra-he, an dra-he ra ur lostigennig tud ! » Laron daoñ

Eh ! Damait oan é kontañ dit, houzoh walc'h, ma ket echuet ma gontadenn

Lar 'ta

An hini vé 'h ober demp, ya

Gwerliskin

Gwerliskin ya, setu brem(añ) p(a) oamp 'teb hom mer(e)nn meus sa(v)et neuhe, pep-hini lare e dra pe-naos oa passeet kont gantoñ

Ya

Ha pep-hini oa kontan deuh ar pezh na bet hezh

Petra na bet da Nedeleg

Da Nedeleg é : « Ah ! » Lare-hi, « me meus bet ur sakre kado diga ma mab ! » Lare din

Ah ya

Pa oa dimeet i vab ha na laret, oa d'i ver(e)nn, i vamm, bremañ zo c'hwec'h la so d'an dra-he 'timeiñ, eh beñ bugale nije ket

Ah nann !

« Bon, mad neuhe ! » Lare, « né ket 'taw ! » kwa

Med be so ur verc'h vihen, ahe é bihen ahe mad, pemp pla é kwa heñ ! Pemp pla é

Bon

Ya, med bon bla so bremañ n'a ket mad ar jeu etre i wreg ha hañw

Set' oagn ket (a)ssames kin

Set' oant ket (a)ssames kin, pep-hini zo aet ba i jeu

Ya

Ha bremañ neuhe é-hi mad, na kemeret un' mennaket pad ur pennadig goude 'è ha hañw oa ket kontan ! Setu lare d'i vamm neuhe a oa trist memestra lar na nije, na kemeret un'-all da ramplassiñ 'naoñ ken buan 'ta !

Oh beñ didoñ !

« Oh beñ te heus ket bet owen meh-mod 'è ! » Lare i vamm daoñ kwa heñ !

« Daon ! Ma'hat sur, te n'out ket tamm (e-)bed gwelloc'h 'è ! »

Med hi bremañ sè na telefon(et) d'ar vamm-gàer 'è, ah ! Ha oa trist ar jeu ganti oa… Boñ, oa kontan da veañ bet chomet c'hoazh, med añfin n'ee ket mad ar jeu 'tresse kin, boñ ingal é kwa ! Set' hi mab neuhe neus laret dèi neuhe, ga Nedeleg neuhe na un dra bennaket da lared dèi

« Bon daon neuhe ! Petra é neuhe ? » A lar, « petra zo neve ganes neuhe ? »

Ah ! Ka(v)et na, ka(v)et na ur vestres-all

Ah bon !

Ka(v)et na un'-all

Ah bon !!

« Mad ar jeu neuhe ! » Lare, « neuhe » na laret houmañ dèi, « n'é ket red dit lared sort e-bed ! » Rebech mann e-bed d'i wreg

Daon nann 'ha !

Pugur neus ka(v)et un' è kwa !

Ya

« Ya, med seizh bugel neus… »

Oh !!!!!!!! Ti zo sod ?!

N'on ket ! N'on ket sod c'hoazh !!!

Seizh ?!

Seizh deus tri, deus tri dad !

« Petra ?! » Lare i vamm, « petra meus komprenet ?! » A lar…

« Ya, seizh, seizh neus, med tri dad so ! » lar

« Oh ! Tro-walc'h meus klêt ! » Lar-hi

Setu bremañ jomint ket da basseal an (d)e kent(añ) ar bla hag soñjet ma barzh enne, choñjet na laret d'i vamm neuhe chome ket ga'n (d)e kent(añ) ar bla, pugur 'h ee d'hi c'haoud

« Oh ya ! Poent é dit mond 'ha ! » Lar

Med hag an (hi)ni vihen neuhe lar, meus ket choñj pe-hano é ar verc'h vihen 'è

« Oh ! Pé 'h a ga'n eil a 'h a ganin 'è » lar

« Daon ! Petra lar deus toud an dra-he ? »

« Daon ! Kontan é ! » Lar daoñ, « heus tad so barzh ene, bremañ neus tud da c'hoa(r)i »

« Ah beñ ya… 
»

Eh-eh ! Hag a-raog houlle-hi beañ…

Ah nann ! Ah nann !

Daon ! Ma mab-bihen zo kont, zo kont gantoñ, ma mab-bihen zo mod-se 'è

Ya, med n'eus kimed tri !

N'eus kemed tri, gwel a res lar hañw…

Ya, med engal é ! Med eh ! Pé na laret diñ

« Ah ! Mamm-gozh » lar diñ, « moien (v)o din d'ond da basseal Nedeleg ar bla-mañ ? »

« Daon ! Beñ, ah daon ! Goûd a houz(e)s » laron daoñ

« Heus kemed dond kwa heñ »

« Amañ 'hi-mañ (e)ma da yêr bremañ »

16/02/2016

Pañsïon vihen ha pañsïon vras

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kergloff gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha neu'n c'hwi oa ba'r pañsïon, pañsïon vras pa pe pañsïon vihen ?

Ba pañsïon vihen

– Ba pañsïon vihen

Oh ya ! Ba'r bañsïon vihen, mé dud oagn ket kap dé bêo ur bañsïon vras, tri oamp (a)ssames ba'r skoul

– Ya ha ba-neu'n pé oah tibiñ oa tud ha' zebe mad ha tud a nije kemed bara trempet

Ha tud nïent kemed un tamm bar(a) trempet, ur bann'h dour hag un neubeud greunennou-holen barzh, as(e) oa ar soubenn vise ràet domp

– Soubenn tri dra

Ya ya hag ar re-ell neu'n oa ket disparti (e)-bed… Oa ket…

– Ne oa ket disparti e-bed

Oa ket bet, oa ket disparti (e)-bed

– An dud 'n-om wele dibiñ ar pezh oa

Ah ya ! Ha beñ ya

– An dra-s(e) oa sterd hañ ?

An dra-s(e) oa sterd

– Ha né tàe ket gwech e-bed un' deus an tu-ell de reiñ un dra bennaket doc'h ?

Oh nann ! Oh nann ! Oh nann, kar nïent ket re o-hun 'é hañ ha d'ar sadorn pe tàe hon mamm de wel aha(no)mp, digass(et) vise tammou traou domp deus ar yêr : Avalou, wechou vis(e) bonboñiou ha wechou vis(e) ur pakad chocolat, med pigur mamp ket sort e-bed, ar re-s(e) vis(e) distribüet toud deuzhtu

« Rà un tamm din ! Rà un tamm din ! Rà un tammig din ! »

Set(u) benn vise deuet ar sadorn-noñs, wechou vis(e) mann (e)-bed d'o(be)r pad ar su(zhu)n goude… Oh ! neu'n oa sterd 'ha !

– Moien oa dé 'n-om ober ga'r re penvidig ba'r skoul ?

Oh ya memes tra, ga lod lod ! Lod é hañ ! Lod 'n-om estime war 'r re-ell hañ ! Lod 'n-om lake delc'hmad dreist ar re-ell 'è hañ ! N'eus ket pell zo oan digouêt ga ur gamarades-skoul ha' oa é kontañ din :

« Peus ket joñj » lar-hi, « oamp 'n-om ga(v)et ba ur feurm ba Plouguer ha oa ar gargad-irvin war-greis ar porzh hag pugur mamp ket hanter dé zibiñ » lar-hi, « bep-heñi na tapet e irvênn hag a mamp kachet 'nèi deus hon dilhad deus ur mouchouer 'vel-mañ, am(añ) mamp debet nèi ar mod-se » lar-hi, « plusk ha toud »

– Trist é hañ !

Oui… Oh oui, oh c'était des temps durs hein ! La prison est mieux le jour d'aujourd'hui que la pension à cette époque-là

– An difer's so 'tre an dud surtoud, an dra-se so kal(ed) !


An dra-s(e) so kal(ed), ya. An difer's zo… Ya, n'eus ket kement difer's etre an dud kin 'vel oa d'ar mare-mañ

– Ha 'r re ree skoul doc'h vise o tebiñ (a)ssames ganoc'h ?

Oh ! Reegn ket ! 'R re vis(e) skoul din, ar re-s(e) na o bar dê o-hun

– Ah ya

Hag ar re-s(e), ar re-s(e) na boued mad hañ ! Med ni mamp ket, mamp keme(d) ur bann'h soubenn. Soubenn, ma vé gwraet soubenn deus an dra-s(e) ha n'oa kemed ur bann'h dour, un neubeud greunennou holen barzh hag un tamm bar(a)-amann war-lerc'h… Ahe oa toud… Kerzhet da lakad un dra mennaket ba penn ar vugwale ga boued ar mod-se…

– Ar re, ar re a zebe gwelloc'h oa gwelloc'h ba'r skoul é ?

Ar re-se oa gwelloc'h ba'r skoul é hañ…

– Ah ya

Ya ya… Mïoc'h nerzh nagn 'vi(d) ar re-ell

– Neu'n an difer's 'h ee penn-ha-benn ?

Ah voilà ! Beñ ya

– Ar re-s(e) neus bet ar plassou mad goude-se

Ar re-se neus bet ar plassou mad goude-se 'è, ya ya hag ar re nis(e) miser, lod goude vis(e) ket mann e-bed dé zibiñ na miser c'hoazh, pass pêo ur bann'h soubenn d'an dud kwa heñ ! Hag ar re-s(e) vis(e) laket ba-lec'h vis(e) despunet toud ar restachou ha lec'h vise toud an dour-gwelc'hadur hag ene vis(e) c'hwezh fall hag ar re-s(e) vis(e) despunet war an daol da… Oa ket…

– Tud tàe da zibiñ ar restachou goud(e)-se c'hoazh ?

Ah nann nann ! Zibegn ket, ah med lec'h vis(e) despunet toud ar restachou

– Ya ya

Ya ya ha sertenamant an dra-he a daole c'hwezh kwa hag ar paotr-kaezh bugwal(e)-t(e) vise despunet war an daol blam vis(e) ket kap o dud da bêo (e)vite

15/02/2016

Karantez loloig ha jilantes

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ganen-me ba ti-É. barzh Skrigneg, assames ga S. ha M-Th. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
- A.
S.
É.



Ah ! Hañ Gurvan, amañ welon ur gomz war da lewr hag a lar un dra mennaket din : Karantez

Ah ya !

– Karantez ya

Ni zo karantez 'tressomp !

Ya, « karantez : amour / amitié sincère. » Me lar un dra-all dit : « Karantez loloig bad kime pider eur war'n-ugent ! »

Ahahaha !

– Hadlar 'ta

Ya, pa weles dow amoureux ahe gis-se kwa, 'vel n'onn ket petra vé laret…

Ya, 'houren !

Ha 'n-om bokad ahe gis-se, lar : « Oh ! Ar re-m(añ) zo karantez atresse kwa heñ ! » Med me ma klêt…

Ha ma mamm-gozh a lare : « Ar garantez a'h a da vahajou ! »

Ya, med ha va mamm-gozh oa din-me a lavare : « Karantez loloig » lar, pé vije re a druantis etresse ar mod-se, « bad kimed pider… »

Ya… Dru… Ha jilantis !

Ha jilantis

Ya

Re a jilantis atresse, atre dow amoureux ar mod-se, eh beñ hag an dra-he bad kemed pider eur war'n-ugent !

– Jilantis ?

Ya

– Petra é an dra-he ?

Beñ ! Jilantis, montre…

Beñ, an eil lampañ ga egile kwa heñ !

Hezh a ree la joie, jilantis c'est montrer ta joie

Ya ya

Heñ ? « Oh he… Houzh vé, neus jilantis deus hezh pé wel anaoñ ! »

Ya, ya, une journée…

Jilantis a ra ganiñ pé weloñ, beñ pé…

– Une journée

Voilà

Ya, med daw… Gwel a res lod deuh ar reñ-yowank ahe gis-se, dalc'hmad vegn 'n-om bekotañ 'ta, partoud ahe gis-se

Oh goude vegn ket yowank ahe his-se !

Ya ya, med re-gozh… Ar re-gozh, wichou vé gwashoc'h c'hoazh !

Ya, ar re-goshañ… Heñ ?

Ahe zo dow ba bourk Skrigneg ahe gis-se ha me lar dit…

Oh !!! Oh ! Babababababa !!! Ah ya, ahe zo dow 'hat barzh bourk Skrigneg 'hat !

Ar re-he zo un tamm ardou vez gante kwa

Oh ! An dra-he zo ur bern arveiou 'ha ! Ken, ken mé mezh evite wichou…

– Med ba o venn eint deut yowank en-dro

Heñ, n'é ket gwir ? Eh ! Oh !

­– Oh ! Ur gassoni, ur gassoni !

Eh ! Tud hag a zo pemp pla ha tri-ugent !

Ya ya ya…

Eh ! Hag a ra kemed taped…

– Amañ zo 'zhenn c'hoazh !

Oh ! Pioupioupiou ! Ma ! Hañw zo eizi(g) ya !

– Heñ ? Ya ! Eizi(g) !

Ya ya ya ya ya

Ya, (??????) din

Oh !!! Un devezh oa deut amañ hi-mañ d'ingaliñ, pedur un elektrissïon é, set' me ma… N'onn ket, meus ket joñj petra… Ah eo ! C'hoant ma da lakad…

Dour

… An elektrissite ba'h ma sèr amañ hi-mañ, pedur meus dour ennañ

Ya, da lakad, da lakad, da lakad ar moteur bihen d'ond en-dro

Blam din d'arosiñ

Ya

« Ha me ray an dra-he dit 'ha ! » Lar din

« Ah bon ! »

Deut oa ! Set' na laket ur fil pe un orjadenn, ur… Petra vé gwraet deus… Na ur orjadenn… Boñ ha pa na gwelet ahat a oa elektrissite hag a oa kontan powr-kaezh !!! Hag an den ar mod-se :

« Oh ! Red é din pokad dit ! » A lar

« Ah tatatata ! » Ma laret daoñ, « ah na ri ket 'ha ! Eh ! Ha fidemdoue ! Na n'ees ket d'o(be)r se 'ha ! » Laron daoñ, « petra laro ma ameseg amañ hi-mañ ? » Laron daoñ

Da veañ ba'n tu-all ahe ?

« A zo ba i bark ahe his-se ? Ma wel ahan(ou)t da… Ha pokad d'un'-gozh 'veldin-me !? » Laron daoñ, « laro petra é ar machin-se ?! »

Med eh ! Dija, n'ees ket da… Voilà ! Med, med, med c'est… Kiri[vus] !

Un devezh-all, un devezh-all oamp 'h o(be)r an aperitif ba'h ar skol a(ho)nt ar hi-(ho)nt ha oa deut dreñw 'e da 'h essañ fourr i vri da joukour aha(no)mp, 'houzoh walc'h

Ah ya… Ah ya, ya ya ! Heñ !

Hag ni oa 'servijiñ, pedur an dra-he oa, an dra-he oa 'vid, da… N'ounn ket 'vid petra oa…

« Départ sœur Yvonnes »

Ah ya ma'hat !

Ya

Set' ni oa ene ha hañw 'tond, ah ! Hag a k… « Med » laron daoñ, « te n'out passe-oad 'han(ou)t » laran daoñ ar mod-se « keit-ha harlinke » laron daoñ, « ha… Eh ! Da gamarades ahe his-se ! Eh ! Ar re zo vass diñ, ma wel… » Med gwir é !

Ya ya

Eh gwel 'naoñ ha harlinkañ 'ha(n)on ar mod-se… Daoust ha-hañw vé gwraet, daoust ha-hañw vé gwraet traou mod-se ?!

Ayayayayay !!! Oh laron dit sè !

Biskoazh kemend-all !

12/02/2016

Kig-soubenn an heñi-gozh

Trañskripsïon bet disvanket d'ar 27 deus mis-c'hwewrer 2018
Transcription corrigée le 27 février 2018

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet assames ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
G.



– Ah ya, just a-walc'h, pé oan 'choñjal ba'n dra-he, pe-sort mod vé lar(e)t 'vi(d) an dud so prest da vervel ? Pa vegn aet, aet…

Vall-tre

– Vall-tre vé laret ?

Ya, mal, vall-tre, ya. Mal ni lar « aet oa-'ñw vall »

– Vall, ya

Vall-tre

– Pe 'vid pé vegn klañw

Petram, « n'ey ket pell, n'ey ket pell, 'hond, 'hond dé basseal (e)ma » voilà

– Med peus ket klêt : « Ijel é an dour ga e batat(e)s » ?

Ah nann

– Nann ?

An dra-s(e) oa un ekspressïon, matre'n, 'vid lar(e)d…

– Ya lod lar an dra-he 'vid

Ya-ya

– Pe mond da gac'had, pe mond da vervel…

Ah, aha ! Me(d) nañ-nann, nañ-nann…

– Vis(e) ket lar(e)t : « Heñzh so ba i dalarou » ?

Meus ket bet klêt, nann, nann… Petram wechou, med bi oa beb-sort ekspressionou heñ ! Boñ ba lod-ell larè :

« Oh ! (E)ma-heñw chech e an(al) gantoñ, n'ey ket pell »

– N'ey ket pell kwa…

Nann, n'ey ket pell

– « N'ey ket pell » vé lar(e)t partoud

Tà ket 'benn dé, dé jech e anal gantoñ kin ha traou ar mo(d)-s(e), da respirañ…

– Dé jech e pet(r)a ?

Dé jech e anal !

– Anal ! Ah ya !

Il peut pas respirer, quoi hein

– « Ah oui »

Des tas de choses suivant…

– Ah, me(d) ni zo 'klask traou ar mo(d)-s(e) just a-walc'h, dram a se houllomp traou 'e

Ya, me(d) mad é ! Me(d)…

– Ya, treou roue ha dibaot

Doc'h an dra-s(e) vis(e), vis(e) lar(e)t beb-sort mod kwa heñ !

« 'Hond, 'hond dé vervel (e)ma, oh ya ! Me(d) marw oa-heñw, oa o hond ! »

– Me(d) 'vid…

« Oh ! Bet oan bet 'wel 'naoñ dec'h, me(d) tàè ket an(al) (e-)bed deuhoutoñ kin kwa heñ ! »

– Me(d) 'vid ar re zo klañw, beñ vé ket lar(e)t « kozh-klañw » pe tud ar mod-se ?

Of…

– Pe…

C'hoa(r)i dre-vall (e)ma

– C'hoari dre-vall

Ya, il va, il est tantôt bien, tantôt mal, med oh, c'hoa(r)i dre-vall (e)ma-heñw !

– Ah ! Dre-vall, ya-ya

Ouais, assez mal, bon

– Ha pet(r)a vije lar(e)t neuhe deus an dud mo(d)-se, ha' oa ar mo(d)-se papred : Klañw, klañw, klañw ha klañw papred


O ! Tud tress(et)-fall kwa heñ !

– Tress(et)-fall

Oh ya !

– Ya

Tud ga un neubeud yec'hed kwa heñ ! Ya, neus ket yec'hed. Me(d) boñ !

« Neus ket kalz yec'hed 'naoñ, me(d) heñ 'h ey pell memes-tra ! »

Alïes gleèn tud 'lar(e)d an dra ar mo(d)-s(e) kwa heñ !

– Vis(e) ket lar(e)t « klemmus so padus » ?

Nann-nann, vall, heñ oa…

– Ba, ba Ponvel meus klêt an dra-he : « Klemmus zo padus » An heñi, an heñi a zo 'klemm papred kwa !

Ya

– A vé klemm papred, me(d) na, na varv ket kwa !

Ya, just a-walc'h

– Me(d) lod lar, me ma klêt mamm-gozh lar(e)d : « 'N-or sklok(al) 'h a an dud pell »

Ya, me(d) an dra-s(e) oa memes-mod kwa heñ !

« Oh ya ! Sklokal ra-heñw, pad ar bla (e)ma-heñw 'sklokal, me(d) boñ ! Mond, mond a ra war-raog papred ! »

Ouais. 'Vel an heñi-gozh oa ba, ba Kergo war-lerc'h, war-lerc'h oan ba du-nt 'è. Memes-mod, houzh vis(e) klañw pad ar bla ha 'n-om glemm papred ha machin, me(d) deut oa-hi dé deg la pe(va)r-ugent ha… Ha kalz re-yowank raog oa marw, raog houzh… Ha 'h ee-hi war-raog papred !

– Ah ya

« Mallezh Toue ! » Larè Louïs neuhe

Me(d) me meus, me mis(e) plijadur deus houzh ! Da sul ree-hi ur pot-au-feu just a-walc'h, me(d) ur pot-au-feu vise gwraet, a-bred doc'h ar mintin sa(v)è-hi ! Ha vis(e) lak(et) hezh war 'n tan, an tamm po(d)-fèr bihen, ga un tamm kig-soubenn barzh, pass, pass heñi-dru 'vel (e)mon 'lar(e)d doc'h damaï heñ ! Me(d) un tamm kig-soubenn mad ! Ha vis(e) derc'het 'e un tamm glow ba'n dan. Gwraet peus un dikte ba'r skoul matre'n :

La soupe, cela devait frémir et non bouillir !

– Ah meus ket gwraet 'nèi

Ah ! Peus ket gwraet 'nèi ? Ah boñ ! Ah ! 'Nenn-neu'n n'oc'h ket bet ba'r skoul, Jean ! Ma peus ket gwraet houzh ! Tou'n, tou'n dud neus gwraet an dikte-houzh, ba'r skoul, en primaire ! Aha !

Ha… Ha 'virvè ket 'è heñ ! Ha hezh vis(e) derc'h(et) un tamm glow ba  : Toup-toup, toup-toup… Nom des dieux ! Oh ! Meus ket bet debet soubenn ar mo(d)-s(e) gwech e-bed ba nimb-lec'h 'vel vé gwraet ga Louïs !

– Ya

'Vise 'lared din :

« Deuet dé zeb(iñ) un tamm soubenn (a)ssames ganin ! »

Puisque hi-hun oa-hi, houzh oa intañwes kwa heñ ! Hag e :

« Deuet dé zeb(iñ) un tamm ganin 'benn, 'benn kreis-te ! C'hwi 'h ey da zib ga ho tad goud(e)-se ha ho mamm, me(d… »

Beñ ur pladad-soubenn ga Louïs, kar goud(e)-se zebè ket-hi soubenn kin. Lar reè-hi :

« Ur pred ! »

Pé vis(e) ket gwraet dow bred deuhoutoñ

– Ha soubenn-gafe neuhe vije gwraet ?

Med a, meus ket… An dra-s(e), an dra-s(e) oa koñsomm(ed) kwa heñ voilà ! Na blas ! Blas mad !

08/02/2016

Ar medussin


Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet ganen-me ba ti-É. barzh Skrigneg, assames ga S. ha M-Th. deus Skrigneg ahe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

É.
S.
M-Th.



Une autre fois oa 'hond da wel ar medussin, set' me lar daoñ mod-se, oa hond da weled ha houlle ket mond 'ha ! Neuhe, ar medissined blijent ket daoñ tamm e-bed !

Ah nann

Med lared ree diñ :

« Blamor d'o(be)r plijadur d'Yvonne 'h añw da wel ar medussin ! » Lar

Blam d'o(be)r plijadur dèi, ma'hat na c'hoant ha gwel 'naoñ o hond !

Ya

Set' pé vé deut war e gis…

Ah ya ! Oa deut da wel 'han(ou)t

… Oa deut da wel 'ha(n)on ha meus goullet digantoñ :

« Bon Roger ! Pet(r)a zo laret dit neuhe ? »

« Ma ! » Lar diñ, « Red 'o din mond war ma c'his ! » A lara, « damaig ! »

« Ah bon 'ha ! » Laran daoñ

« Ya ! Pedur neus laret diñ » lar « monsieur, il faut boire beaucoup ha meus ankouee(t) goull digantoñ pet(r)a ! »

Et lui déjà, il buvait beaucoup, il était dans un bistrot et… hag alïes, 'houzoh walc'h, vije…

Ya, reiñ 'chikour kwa

Ya !

« Ah ! Il a dit : Monsieur il faut boire ha meus ankouee(t) goull digantoñ pet(r)a oa… »

Petra da evañ…

Tu vois un peu le spécimen ! Pé vije da hond da gerc'h(ad) e gig a lare diñ neuhe hag alïes vije 'hond tro kreiste da gerc'h(ad) e damm kig, set' a lare diñ :

« Bremañ 'h añw da wel hañw ne vin ket pell ! » A lare

Daon ! Ya, oah ket 'vid goûd, 'houzoh walc'h, kar ma vije re-all a-raokoñ, 'houzoh walc'h

« 'H añw da wel 'hañw na vin ket pell ! »

Ya

Kruget war ma diduamañchou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plonee. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pe-sort mod vé laret « celle-là elle a les moyens » ? Pe-sort mod zo moien dé lar se ?

N'ouzon ket… Meus ket dalc'het choñj gast… Zalc'hon ket choñj deus toud an traou ! Ha goud(e)-se teu d(é) joñj din

– Ha matre'n skui(zh)on 'han(o)h 'è, nann ?

Ri ket gast 'ha ! Mann e-bed

– Nann ? Peus ket poan-benn ganen ?

Nann

– Ah boñ

Nann nann, poan-benn e-bed !

– Ah boñ, med daw é o(be)r intañsïon memestra !

Beñ, ar mod-se vé gwraet un espess passe-temps, ar passe-temps, set' ar mod-se !

– Ha « un passe-temps » pe-sort mod vé laret se e brezhoneg ?

An dra-he vé passeal an amzer

– Ya ha vé ket laret « un diduamant » pe… ?

Pass… Diduamant é 'è !

– Un diduamant é ?

Ya, un diduam(ant)

– Ha diduamañchou-ell peus ?

Ya gast 'ha !

– Pet(r)a res neu'n ?

Oh beñ beb sort traou toud 'ha gast !

– An dra-s(e) ?

Ya, mi driko ! Oh tro-walc'h rañw ahe mod-se ! Pugur mé giniter raog é deut d'ar gêr deus an ospital na telefonet din douzh Kareis, laret din lar d'ar lun teue d'ar gêr

« Preparet peus da chaossonou din ? » Lar-hei, « re gwlan » lar-hei, « da lakad ba ma zreid » lar-hei, « pé vin d'ar gêr, din da gaoud tomm » lar-hei « ba ma gwele »

Ma ! Gwraet ma un', ka(s)imant echu voa an heñi-all, ma 'n-om laket d'ober, krug war'nèi ! Kruget ! Kruget oan war'nèi !

– « Kruget oan war'nèi »

Kruget oan war'nèi !

– Pet(r)a é an dra-s(e) ?

J'ai pris la responsabilité qu'elles seraient été faites quoi !

– Ah ya, « kruget oan war'nê » ?

Ouais ! Et j'ai fini. Lui, il est venu les chercher, il les a mis, elle les a mis tout de suite ! « Oy ! » Qu'elle dit comme ça, « comment ils sont chauds ! » Et maintenant je recommence avec une autre paire

– Ah ya

Quand le temps est beau, moi je vais au jardin et tout

– Ha « kruget » vé implijet 'hend-ell ?


Ya

– Kruget o(be)r

Ya ya, enervet, trop énervée sur les chaussons quoi ! Énervée sur les chaussons quoi, pour les finir… Parce que j'avais envie de les finir, aussi comme ça j'ai eu la paix !

– Ah ouais… « Kruget on war ma c'haier », moien zo dé lar se ?


Ya ya

– Kruget on war ma c'haier ?

Kruget oc'h war ho kaier ahe

– Pe war ma labour, kruget on…

Ya, kruget out… C'hwi vé kruget ahe « c'hwi gav mad ar petra din-me gav din »

– Petra ?

Skrivañ !

– Ya ?

Oy ! Mé vïe aet-skuizh 'benn bremañ !

– Ya ?

Oh ya…

– Nann nann, me blij din kaoseal ha skrivañ 'n-om renton ket kont…

An dra-he zo traou ha' vo laket toud ba… Goud(e)-se

– Beñ ya, soñj a rañw memestra ! 'Mon ket labour(ad) 'vid netra hañ !

Eürusamant doc'h !

– Nann nann, med…

N'é ket daw doc'h o(be)r 'è !

– Nann nann, med choñj a rañw lar vé ur lewr benneket diwar pezh rañw memestra hañ !

Ya, sur walc'h ! Ha n'é ket walc'h hañ ! Emm peus da hone un tamm mat 'ha !

– Ya ya ha « kruget » vé implijet 'hend-ell ?

Ya, ya

– « Hezh zo kruget deus un dèn ha' zo droug », nann ? « Hezh zo kruget barzh ennoñ » ?

Ya ya, kruget war'naoñ, « me zo kruget war an den-se hag a hezh renk bet la'et ! »

– « Me zo kruget war an den-se »

« Ha me renk la'o hezh ! » Ahe ur gomz hañ !

– Ya, « ça, ça veut dire j'ai de la haine » ?

Je suis en colère après celui-là, il m'a fait du mal quoi ! Et je le tue !

– Ya, med lahi ket 'naoñ memestra, gouest oc'h da la'o un dra bennaket ?


Heñ ?

– Pet(r)a oc'h gouest da la'o ?

Oh n'ounn ket 'ha ! 'N-om lakefen ket d'o(be)r

– Ur geliedenn ?

Rin ket 'ha !

– Nann, ri ket ?

Nann, nann sur walc'h ! Ne la'efen ket ur yar, c'hwi ra ?

– Nann, rañw ket… Na ur geliedenn

Peus ket yir ?

– Yir meus, med ne lahon ket 'nê hañ !

Douzh ho peurzh a chomint bew toud ahe

 Ya

Oy ! Daw lared, me n'on ket gouest d'o(be)r 'è…

– Ha peus ket bet gwraet ?

Nann

– Gwech e-bed ?

Nann, gwech e-bed !

– Prenet peus kig papred, peus ket… ?

Me ga(v)on ket mad ar c'hig-yir (aha)non !

– Ah nann ?

N'eus kimed la viande hachée petram beefsteak

– Ha blam bet(r)a ? Pe-sort blas ga(v)es d'ar c'hig-yir neu'n ?

Blam rañw ket ! N'ouzon ket blam bet(r)a ma meus ket emm ar c'hig-yir !

– Ha kig-lapin ?

Ar lapin n'é kimed leun toud a eskern ! Ha kér 'vel 'h é ! Ha lod… Ha lod douzh ar lapined zo marw, zo kasset, zo maget ga, ga petra din-me 'ha !? Ga engrais ahe

– Ya ya

Des engrais ga aliments ha…

– Ya ya

Of ! Gast 'ha meus ket… Flibus, flibus é ar c'hig ba enn(e) !

– Flibet é ar c'hig ?

Ya 'hat ! Amañ meus ket emm deusoutoñ blam d'an dra-he !

– Flibet é…

Me zo difissil war ar c'hig ! Oy ! Na kig-loue meus ket emm 'e !

– Ha pet(r)a é « flibet » ?

Flibus é blam zalc'hint ket, petra ra eint mou, mou, mou comme je sais pas quoi !

– Blod, ah ya…


Alors j'ai pas besoin, pour ça je le prends pas

– Ah ya, c'hwi vank kig-ru doc'h neu'n ?


Ya, meus ket emm deusoutoñ

– Ah ya

Me zo difissil war ar c'hig terr(u)bl kwa !

– Ah ya ha 'hend-ell n'oc'h ket difissil ?

Nann, nann, med bremañ meus ket droad !

– Ur beg pe-sort mod peus war ar c'hig neu'n ? Difissil oc'h, med pe-sort mod zo moien dé… ?

Un dra vad

– Ah ya

Un dra vad, un tamm kig mad rankon kaoud !

– Ah ya

Ah ya ! An dra-he rankon kaoud ! Geo ! Ar pris laron ket, med un dra vad rankon kaoud !

– Pe daw doc'h plegañ ?

Oblijet d'o(be)r… Pleg(añ) p(e)t(r)am torr(iñ) !

– Plegañ petram torriñ

P(e)t(r)am torr(iñ) ! Ma blegi ket dorri ! Set' ar mod-se… Setou ga'n dra-he oc'h oblijet da blegañ c'hoazh… Ha neuhe é daw doc'h chilow ar pezh zo laret doc'h

– Ya ya

Petram neuhe, neuhe a gemer ket an dud, n'oc'h ket avañset kàer pêo ur medissin !

– Nann nann

Pegement vank doc'h d(a) bêo un' d'ond amañ ?

– N'ouzon ket

34 euros huit cent quatre-vingt-huit

– Ah ya


Med ramboursset vênt din goud(e)-se

– Ya ya, ya ya

Pe(va)r mis on bet, med ar mod-se on neb kaoud gwenneg e-bed ! « Dindan teir si(zhu)n po 'nê ! » Lar-heñw, « pet(r)am vo gwelet » lar-heñw

– Ah ya… Ah ! N'eus ket préss war'nê hañ !

Nann, med ahe zo bet des complications, ahe oa re-yowank ! Neuhe oa ar vakañsou ! La Toussaint hag ar re-yowank reent k(et) foutre-kàer !

– Ar re-yowank reent ket foutre-kàer…

Ah ! Regn ket forz-petra domp, d'ar re-gozh heñ ! Hag a heñ na làeret, làeret na traou ba'r c'hess, làeret arc'hant ba'r c'hess, set' oa aet serten da rambourss goud(e)-se, an dra na-heñ !

– Ar re-yowank na ha « renk ket foutre-kàer » vé laret ? Pe-sort mod vé laret ?

Rant ket foutre-kàer ! Rant ket foutre-kàer ! N'egn ket nec'het ba'nnoc'h, n'egn ket nec'het ! Rant ket foutre-kàer !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog