Klask komjennou ba'r blog

31/01/2016

Interview par RCF Penn-ar-Bed

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ an tamm kentañ deus an interview e brezhoneg meus gwraet 'vid an RCF Penn-ar-Bed ga Pauline Daniel. Soutitret vo tamm-ha-tamm (peder lodenn vo, pass ankoueo lak ar soutitrou d'ond en-dro)

Aujourd'hui je vais vous proposer ici la première partie de l'interview en breton que j'ai faite pour la RCF Finistère avec Pauline Daniel. Ce sera sous-titré petit-à-petit (il y aura quatre parties, n'oubliez pas d'activer les sous-titres)

1/4



2/4


3/4

4/4

Interviews

Amañ vo laket an ereou blam da jilow an abadennou brezhoneg ma gwraet ba'r radio (lod so soutitret e galleg). Ma peus ket kalz amzer ha c'hoant da jilow un dra bet kontet mad, peus kimed chilow an abadenn-mañ da-heul :

Vous trouverez ici les liens pour écouter les émissions en langue bretonne que j'ai faites à la radio (certaines sont sous-titrées en français). Si vous n'avez pas beaucoup de temps et envie d'écouter quelque chose de bien exprimé, vous n'avez qu'à écouter l'émission qui suit :

Ga R.B.I. (an dride), bet interrojet ga Clément Soubigou :

http://brezhoneg-digor.blogspot.com/2016/04/an-abadenn-war-rbi-dar-04-deus-mis.html

-----------------------------------
--------------------

Ga Radio Kerne (an heñi gentañ), bet interrojet ga Benjamin Bouard (soutitret e galleg) :


Ga R.C.F. Penn-ar-Bed (an eil), bet interrojet ga Pauline Daniel (soutitret e galleg, 2/4 'vid-c'hoazh) :

http://brezhoneg-digor.blogspot.com/2016/01/interview-par-rcf-penn-ar-bed.html

Ga R.K.B. (ar biderved), bet interrojet ga Yann-Bêr Guyader :

http://brezhoneg-digor.blogspot.com/2016/05/interview-de-gurvan-lozach-par-yann-ber.html

Ga R.K.B., assames ga Élise Jouannet, bet interrojet ga Yann-Bêr Guyader :

https://brezhoneg-digor.blogspot.com/2016/11/interview-en-breton-gurvan-lozach-elise.html

Ga Radio Kerne, bet interrojet ga Benjamin Bouard

https://brezhoneg-digor.blogspot.fr/2017/10/le-breton-du-centre-bretagne-2017.html

----------
-----

Ga R.K.B, bet int'rrojet ga Yann-Bêr Guyader diwar-benn ar Biokal bet gwraet mis-ebrel 2016 ba'n Uhelgoat :

http://brezhoneg-digor.blogspot.com/2016/04/biokal-ban-uhelgoat-dissul-dan-3-deus.html

Ga R.K.B, bet int'rrojet ga Yann-Bêr Guyader (7 munut dre an telefon) diwar-benn ar Biokal bet gwraet d'an 29 deus mis-here 2017

https://brezhoneg-digor.blogspot.fr/2017/10/biokal-ban-arboretum-ba-uhelgoat-dan-29.html

Keñwni, barbelligou ha krampouzh-mouzhig

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plouïe ga É. hag e wreg C. ha L. ur gamarades dê. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
É.
C.
L. 



– Pe-seurt mod vé laret « une araignée » ?

Ah ! An dra-he zo… Me ra ur geñwnigell deuh an dra-he

– Ur geñwni(g)ell ?

Ya

– Gewnigell ?

Gewnigell, pugur laret vé gwi-keñwni, houzoh walc'h

Ya

Gwi-keñwnigell

– Ha pe-seurt mod vé laret « une toile d'araignée » ?

Gwi-keñwni !

« Une toile d'araignée »

Gwi-keñwni, keñwnigelled… Gwi-keñwni vé laret ha deus les grosses araignées ahe vé gwraet « ur c'hemener »

« Oh oui »

– Ur c'hemener

Ar re-m(añ) 'ma o zi gate war o c'hein, n'é ket ?

Eo ! Med ar re-he é a(r) re vras, houzoh wa(l)c'h

Ya ya

Ur c'hemener ! Ha bremañ vé an ti o hond da-heul : camping car

Ah ya

– Ah ya ha pe-seurt mod vé laret « un papillon » ?

Barbellig

Ar barbellig

– Ar barbellig ?

Ya, « houzh zo barbellig » ya

« Peta ri ga houzh ?! Houzh n'é keme(d) ur barbellig ! »

Ya, an dra-he vïe laret

– An dra-s(e) vis(e) laret deus ur plac'h ?

Ya

– Ah boñ ? Evid lared petra ?

Opala !

'Vi(d) lared na ket tal(v)oudegezh

« La fille à maman quoi ! »

« Ouais »

« Oh c'est toutes les filles à maman, ceux qui sont pas à papa ! »

Lod vije gwraet ton dê

– Ne oa ket mad dé zimiiñ ?

Eo gast !

– Ah yeo ?

Med añfeñ…

– Oa ket daw, oa ket red kont war'nèi evid labourad ?

Pass d'o(be)r re kwa… An dra-he 'vel barbellig, an dra-he vé traou vraw ahe, housoh walc'h hag é skañw

– Ya

« Légère comme un papillon ». Ma é bet Job ahe mïemp plijadur !

« Ah ouais » 'ha !

Malezh an' Doue !

Med…

« Job c'est le mari à Lucie », Job ha Lucie, Lucie ha Job, « quand tu vois un l'autre n'est pas loin ! »

« Oh celui-là… Tu aurais su beaucoup de choses hein ! »

« Ouais ! Job il sait aussi ! »

Oyow !

« Oh oui, car il aurait… Là, il aurait rigolé »

– Med moien zo din d'ond ur wech-ell

Ah ya ! Moien zo dèi d(a) wel 'naoñ ur wech-all 'ha !

Oh ! Laret so tro-walc'h ar mo(d)-se !

Ya, med ma oar-hañw mïoc'h…

– Neus ket gwech, n'eus ket gwech e-bed

Re

– Tro-walc'h… Traou ne(ve) (e)mon klask hag…

Traou gozh ! Traou ha n'eint ket bet laret c'hoazh !

Me n'ouzon kime(d) traou gozh toud !

– Ya, med… Nann, traou gozh 'mon klask, med ar pezh meus ket ka(v)et c'hoazh

Ya, pugur vegn ket, vé ket laret partoud meh-mod

– Nann, vé ket laret partoud mem-mod

Gast ! An dra-he ray 'n diksionèr gou(de)-se « en breton »

– Ha 'hend-ell pe-seurt mod vé laret « un champignon » ?

Champignonou

Krampouzh-touss(eg), krampouzh-touss(eg) !

Krampouzh-tousseg ?

Krampouzh an tousseg, ya

– Krampouzh ?

Ya

Krampouzh an tousseg !

« Ouais »

– Krampouzh-touss(eg) ?

Krampouzh an tousseg, « champignons, champignons du crapaud », krampouzh-tousseg

– « Et ça c'est pour une variété de champignon ou pour tous les champignons » ?

Oh non…

« Pour tous sûrement quoi hein ! Nous par ici y en a… »

Krampouzh-mouzhig so 'e, med ar re-he, ar re-he é ar re stag deuh ar muriou

« Ouais voilà, sur le toit, mais ceux-là… »

Deuh ar mougeriou ! Krampouzh-mouzhig !

« C'est les choses qui viennent sur les toits »

« Ceux qui vont dans les mûrs et tout là »

« Ben oui, y en a pas derrière la vieille maison cette année ? »

« Non »

Ah !

« Si ! Quand il pleut mais… »

« Il n'a pas plu assez encore alors ! »

– Mouzheg ?

Mouzhig

– « Vous savez pas de nom en français » ?

« Non, moi je sais pas non-plus »

« Lucie non-plus ? »

Petra ?

– « Le nom de ce champignon-là en français » ?

Krampouzh-mouzhig…

« Qui pousse sur les… Tu sais bien là ! Le truc vert qui pousse sur les mûrs humides là… »

« Dans les mûrs ouais ! Dans les… »

« Encore qu'il feuillait comme des grappes de raisins qui viennent là, quand on était petit, je me rappelle, on jouait à la petite maison avec ça et on vendait ça pour les petits pois »

« Tiens ! Là y en a gast ! Mais ils sont desséchés, au bout de la maison »

« Ah ouais ils sont desséchés… »

Ah ya, n'ounn ket petar é…

Ar re-he é krampouzh-mouzhig

– Ha pe-seurt mod vé laret deus, « ur geñwnigell » vé laret, pé vé kalz deusoute pe-seurt mod vé laret ?

Gwi-keñwni, keñwnigelled kwa ! Keñwnigell… Keñwni ! Keñwni vé laret

– Keñwni ?

Keñwni, ya

Keñwni, ya

Keñwni

Gwi-keñwni ! Ha keñwnigelled, ar geñwnigell

– Pa vé kalz barbellig ? Barbelligou ?

Barbelligou !

Na vé ket gwraet an dra-he deusoute…

Barbelli(g)ou

30/01/2016

Doworn ha bisïed

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plouïe ga P-M.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha deus ur plac'h peus ket klêt lared « houzh neus un doworn-seures » ?

Eo !

– 'Vid memestra ?

'Vid memestra

– Pe « bisïed-seures » meus bet klêt 'e

Just a-walc'h, ya ! Ya ya

– Ah ya

Hounn(ezh) neus doworn-seures ha bisïed-seures 'e kwa, ya

– Ga'n dra-s(e) n'eus ket moien dé lared traou-ell 'hend-ell ? Deus un deñn ha' zo « rapiat »

Oh eo ! Kalz a draou zo voien da lared ahe his-se sur 'ha ! Pugur hag « hezh zo un dèn diflip », vije lavaret

– Un dèn diflip ?

Diflip, ya

– Deus un dèn ha' zo klass, ne zispign…

Ya… Nann, diflip ha heus ket kalz koñfïañs barzh kwa ! Zo gouest d'o(be)r kalz (a) draou, hezh zo gouest da riplañ, ripl-làer ma'keres kwa ! Pass làer-tre kwa ma-keres, med da…

– Da ve ripl-làer ?

Ya, ripl, ripl-làer ya

– An dra-s(e) zo dow bos ? Ripl-làer ?

Ripl-làer ya

– Ah ya, deus « rip(l)añ » ha deus « làer » ?

Ya

– Ha « diflip » vé implijet 'hend-ell ?

Ya, pugur alïes 'e pé vijemp 'labourad barzh, 'h ober labouriou, 'veld 'h ober tornañ hag cherriñ foenn pe tespun patates pe foutr pet(r)a ha oa postou ha' oa sterd hañ ! Voilà

– Ar re a zouge…


Ar re vé tougen ar sac'h petramed ar re vije tougen ar plous pe ar re vije lakad an horzennou war an daol, ar mikanik ha-toud hag alïes vise laret 'e :

« Ba p(e)lec'h (e)ma hemañ, ba pe-lech (e)mañ hirio pe fenos kwa ? »

« Oh ! N'ouzon ket, oh hezh zo un dèn diflip ! » Vïe laret

Hezh é, n'é ket braw lak an dorn war'naoñ ba takadou sterd kwa !

– Ne houll ket labourad sterd neu'n ?

Nann, just a-walc'h ya

– Ha ma vé laret « diflip », laret vé « flip » 'è ? « Hezh zo un dèn flip » zo moien da lared ?

Vïe ket !

– Nann ?

Nann, vïe ket laret an dra-he

– Ah nann

Nann

– Ha 'hend-ell deus an doworn vis(e) ket laret traou-ell ? « Doworn gwenn » pe « doworn… »

Ah yeo ! « Doworn gwenn » vije laret 'e alïes ya

– Deus piw ?

Deus ar re faote ket dê lakad, lak o doworn ba serten micheriou vije kwa !

– N'é ket blam oa lous ? Blam oa sterd wechou ?

Dam oa sterd ha dam vije lous 'e ! Dam vïe lous ya, wechou ya

– Sterd ha lous, pe lous seulamant ?

Oh ! O-dow ma-keres, a-wechou vije lous, a-wechou vije sterd kwa ! Set' ha neuhe vije laret deus an den-te : « Hezh vé chech e rèr gantoñ 'dreñw dalc'hmad ! » Ya

– Moien oa dé lared se deus un deñn ha' vis(e) c'hwennañ betrabes da skwer ha n'ee ket war-raog ?

Ah ! C'hwennañ pitrabes, an dra-he oa ur gont-all hañ !

– Ya, med hezh na ket doworn gwenn ?

Ah nann ! Pass da c'hwennañ pitrabes, nann, nann nann

– Ya, med pé vé, pé vis(e) an dud c'hwennañ betrabes alïes vis(e) tud oa, vis(e) raog hag ar re-ell vis(e) dreñw papred papred papred

Ah ya ya ! Med houzh zo ur vicher ha' oa sterd a-walc'h hag a zigouee ket mad da dou'n dud hañ ! Pugur ar c'hein an-heñi vije ar gwashañ toud, kar ga'r boan-gein alïes vije ket braw dê

– Ha na zigouee ket mad da tou'n dud

Nann nann. Ahe vijes pleget, 'houzoh walc'h, (a)taw ! Pad (a)n de, pad (a)n de !

– Vis(e) ket ràet un hano d'an doworn pé vis(e), ar merc'hed 'h ee d'o(be)r boued-moc'h ha' lake o doworn ba'r boued-moc'h ha klêt meus lared lar 'r c'hroc'hen deus o doworn beked amañ vis(e) pe-sort mod ? Ur pos meus bet klêt, med ankoueet meus

Ah ! Me n'ounn ket pe-naos lar dit-te 'ha ! Pugur an heñi vise mesket kalz boued vouet boued-moc'h, houzoh walc'h hag vê o diwvrec'h a vije alïes da-beked lec'h vïe troñset, troñset o mañchou gate, beñ vije liw kaletoc'h 'vid…

– Ya ha oa ket ur pos dé lared se lar « C'était rugueux aussi »

Ya, « rust » vije laret 'e, ya

– Doworn rust ?

Doworn rust ya hag ar re reent ket kalz a dra, ar re-he nije doworn flour

– Ha deus 'n dud na bisïed moan, an doworn munud, pet(r)a vis(e) laret ? Bi zo tud ha negn ket doworn d'o(be)r gwal labouriou

Nann nann nann, nann, med alïes vïe laret lar : « Oh ! Hemañ neus un doworn-dimesell » Vije laret

– Vis(e) ket ka(v)et faot (ne)med ba doworn ur paotr ? Pa vijent re voan ar mod-se, doworn ur plac'h na vis(e) ket laret mann e-bed ? Med bi oa merc'hed ha' na pejou re

Ya med… Ya, med an dra-he zepande deus ar labour reent 'e ! D'ar mar(e)-se vije gorôet ar saout toud hag ar merc'hed vïe 'h o(be)r alïes ga an dowarn hag drailhet ar lugumachou, ar pitrabes hag ar chounaved ha toud gad ar goutell, a-wechou vïe ar merc'hed 'h o(be)r 'e, set' vije, oa ket doworn gate ken flour na ken fin 'vel zo bremañ hañ !

– Ah nann, sur a-walc'h hañ !

Nann

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus ur plac'h ha' na doworn ken vras ha re ur paotr ?

Hounn(ezh) zo 'veld, « hounn(ezh) neus doworn ur paotr » vije laret

– Doworn ur paotr ?

Ya

– Ah ya

Ya

– Ha deus un dèn ha' na pejou re, « hezh neus… », klêt meus « krabanou »

Ya ! Oa, just a oan klask, ya

– Ah ya

Ya, just a-walc'h ! Krabanou ya « Heñ neus krabanou » ya, doworn bras ha bisïed tew. Ya, laret vije : « An heñi gouev ba krabanou hezh, beñ heñ n'a ket pell hañ ! » Petram ma vije un dèn vije dalc'hmad klask afer petram klask, klask riplañ-kuit kwa ! Vije laret : « Ma 'h a krabanou, krabanou hemañ-all war'naoñ damai neuhe jomo trankil ! » Ya

– Krabanou vé laret ha ma zo un' ?

Ah ! N'ouzon ket bremañ ! An dra-he n'ouzon ket, krabanou nann nann, n'ouzon ket…

– Meus ket klêt (ne)med krabanou heñ !

Nann, me… Nann, me meus ket bet klêt ar mod-all 'e

– Ha n'eus ket moien da lared « me zo 'hond da reiñ ur c'hrabanad doc'h » ? N'eus ket moien da lared se ?

Eo ! An dra-he zo voien da lared 'e, ya. Ya, moien zo da lared 'e hag ur « sklaboussad, roiñ ur sklaboussad daoñ » ya. An dra-he zo roiñ un taol-dorn daoñ kwa !

– Ur sklaboussad pe 'hend-ell ur c'hrabanad ?

Petram, petram ur c'hrabanad 'e, ya

– Ha moien zo da lared « me zo hond da sklaboussad 'naoñ » ? Ar verb zo ?

Ah ! An dra-he meus ket bet klêt, med alïes meus bet klêt 'e lared pé vije an dud zo (e)n-om bistigañ ar mod-se

– An dud 'n-om bistige ? « Ça veut dire quoi » ?

Ya, lod bistige, c'est-à-dire « se taquiner, se… » et… Be oa lod ha' vije dalc'hmad pistigañ ar re-all, het' a-wechou teue 'n dud da ve skuizh un tamm kwa ! Set' neuhe vije laret : « Rôet ur sklaboussad daoñ ha' zihano ! » Vije laret

– Ah ya

Ya

– An dud pé negn, vegn 'n-om bisti(g)añ ree, klask jeu, med pass, pass mechan ?

Pass mechan, nann nann ! Nann nann, pass mechan, med…

– Da skui(zhañ) an dud memestra

Da skui(zhañ) an dud memestra ha 'h ampech 'nê ma-keres pe da… Boulvers anê pe pistigañ 'nê dalc'hmad, be…

– Ha deus an heñi a ra 'veldin-me, a zebr e zivinou, pet(r)a vis(e) laret ? Bi oa tud ha' ree se gwech-ell, ya ?

Oyow ! Ma breur oa un' deusoute 'e ha heñ vïe dalc'hmad ! Heñ vïe dalc'hmad ga e zent (é) krign(añ) e visïed…

– Krign(añ) e visïed

Ya, ya

– Ha pet(r)a lare hoh mamm daoñ ?

Beñ netra ! Be zo tud ar mod-se 'taw hañ ! Ha na faot ket dê kaoud divinou tamm e-bed, vé dalc'hmad…

– Me n'on ket gouest, meus ket bet gwech e-bed hañ ! Ha mé merc'h vihen zo kroget d'o(be)r 'è hañ !

An dra-he zo 'vel un tik, pe n'ounn ket…

– Un « tik » a lares-c'hwi ?

Ya

– Un « tech » vé ket laret ?

Un tech 'e, ya mem-mod 'e ya

– An dud nervus ra an dra-s(e), gav din, nann ?

Oh ! Pass, pass dalc'hmad hañ ! Oh nann, ma breur heñ oa ket un dèn nervus 'naoñ hag vije dalc'hmad krign(añ) e visïed ar mod-se ga e zent 'ta, set' na ket divinou (a)naoñ ! Tamm e-bed

– Ha bet neus bet gwraet papred ?

Papred papred papred !

– A-wechou tàe gwad 'è ?

Ya, oh ! Med deut oa memestra hag a ouïe da-beked pe-lec'h mond kwa ! Ah ya

– Ya, med wechou a'h a an dud pelloc'h memestra…

Ya, ya

– Med n'é ket braw !

N'é ket braw sur !

– Ah nann ! N'é ket braw… Ha vis(e) ket laret mann e-bed deus ar re na bisïed berr pe un tamm dorn bihen ?

Nann, med an heñi na dowornou bihen a-wechou vije laret : « Heñ neus doworn ur plac'h » kwa, vije laret kwa

– A-wechou vé laret « dowarnou bihen » ?

« Dowarnou bihen » ya

– Ha « houzh neus bisïed… » Pe-sort mod zo moien da lar c'hoazh deus ur plac'h 'zo tost deus he draou ? Ha ra ket boued walc'h d'an dud ha…

« Bisïed berr »

– Ha an dra-s(e) vé implijet deus taol a-hend-ell ?

Vije ket laret ar mod-se pé vijemp 'tebiñ deus taol ar mod-se ! Med a-wechou da-houde pé vije debet pred ha-toud a vije laret, añfeñ « be zo bet ar gont peu-prè, med bisïed berr neus (me)mestra ! » Vije laret, ya ya

– War ar boued neu'n

War ar boued 'e, ya. Be oa tïer, an dra-he zo, oa bet ataw ha' zo papred 'mechañs, joñjon ket kén, ba-lec'h vije traou forz pegement da zebiñ ha ba serten plassou-all neuhe vije gwraet ar gont dit a-peu-prè med pass…

– Ha laret vis(e) « bisïed berr », med vis(e) ket laret « bisïed hir », pet(r)a vis(e) moien da lared ma vis(e) bet kalz, kalz re ?

Pé vïe kalz re a draou ?

– Ya

« Re greñw vije an traou gati »

– Ah ya ha un' daol pe-sort mod na-hi neu'n ?

« Ah ! Ene zo un daol vad ! » Vïe laret

– Un daol vad ?

Ya

– Ha lec'h zo re neubeud zo un daol… ?

Oh ya ! Un daol… Un daol treut !

– Ha kaoseet vis(e) deus « un dorn ru » pe deus un… « Un dorn du » vé laret 'è ?

« Ur dorn du », nann… « Un dorn ru », ya

– Un dorn ru, un dorn gwenn

« Un dorn ru » kentoc'h

– Ya ha 'hend-ell vis(e) doworn gwenn 'è

Doworn gwenn ya, med a-wechou vije laret : « Heñ né un dorn-seures ! » Vije laret

– Blam vis(e)…

Gwenn e zorn ha pass faote ket daoñ d(a) lak (a)nê ba lec'h vije re lous an traou kwa !

– Klêt meus lared 'è « un dorn-seures » 'è 'vid tud ha' oa pizh 'è : « Houzh neus bisïed berr, houzh neus un dorn-seures ! » Meus bet klêt 'è 'vid an dra-s(e), oa tud Plourac'h vé laret se

Ba tu Plourac'h matresse, ya

– Ya ya

Pugur dre-amañ vije ket laret « un dorn-seures » ba lec'h vije just an traou, vïe ket laret an dra-he, nann !

– « Un dorn-person » peus ket bet klêt ?

Ah nann, « un dorn-person » meus ket bet klêt, nann

– An heñi é, n'eus kimed un tu da…

Ah ya

– As(e) vé kaoseet deus an doworn c'hoazh

Hezh neus nemed un dorn evid destum

– Nemed un dorn…

Da zestum

– Ha ga'n dorn, an heñi zo gouest d'o(be)r forz petra ga e doworn, pet(r)a zo moien dé lared ?

Haha ! Goûd a hounn lar vije laret lar « heñ neus un dorn penvidig », med…

– Un dorn penvidig ?

Ya

– Petra é an dra-s(e) ?

Un dorn ha' zo gouest d'o(be)r, hezh a ree toud toud an traou kwa !

– Gouest d'o(be)r toud an traou ?

Ya hag a-wechou vïe laret c'hoazh : « Heñ neus un dorn, un dorn-owr »

– 'Vid lared memestra ?

Ya hag a-wechou vije laret c'hoazh deus ar re… Be zo tud ha' ree, ma zad-kozh ha hezh a ree toud ! Massonad, pé vïe kistïon neuhe vïe kirri, ouzoc'h (a-)walc'h, ga rojou-koat, heñ ouïe o(be)r, ouïe 'h o(be)r ur c'harr hañ ! Ga'r re né e-hun. Ha heñ vïe laret amañ : « Hezh zo dorned mad hañ ! » Vïe laret

– Hezh zo dorned mad

Ya

– Un dorn penvidig, dorned mad, un dorn-owr zo memestra ?

Ya, a-peu-prè

– Ha peus ket bet klêt lared : « Hezh neus diw zorn dihou » ?

Diw zorn dihou ?

– 'Vid lared lar oa gouest d'o(be)r, d'o(be)r kalz traou ha e dorn glei oa 'vel e dorn dihou

Hañ ! Nann

– Dow zorn vé laret ! N'é ket diw zorn…

Papred zo tud, houzoh (a-)walc'h, ha' labour ha' skriv ha-toud ga o zorn klei, heñ vé laret : « Hezh zo pawglei ! » Vïe laret amañ

– Ha deus an treid ? Bi zo tud ha' 'h a da c'hoa(r)i foot ga'n heñi klei 'è, pet(r)a vé laret neu'n ? Heñ zo troad-klei ?

Ah ! An dra-he meus ket bet klêt ! Be zo, me meus klêt lared, an heñi oa digourdi hag ur bale mad, ahe vije laret : « Heñ né ur bale lijer ! » Vije laret. « Lijer » ça veut dire « leste » quoi

– A valev braw neu'n ?

A valev braw, ya. Ur bale 'n eñwn, ur bale… Hag a-wechou 'e an heñi a valee pounner ahe his-se, heñ vïe laret : « Heñ neus un treid boul ! »

– Ha peus ket bet klêt lared : « Hezh neus dow zorn klei » ?

Dow ?

– Dow zorn klei

Nann, an dra-he meus ket bet klêt

– D'an heñi n'é ket gouest, ne oar ket, ne gav ket an tu d'o(be)r

Nann nann, an heñi neus ket an tu d'ober e labour kwa ! Nann nann, meus ket bet klêt…

– 'Vid lared lar, feñ « maladroit » vé laret

Nann, hezh zo laret : « Oh ! Hezh zo un dèn klei ! » Vïe laret amañ

– Un dèn klei ? An heñi a dorr toud an traou

Ya, petram n'é ket gouest da renkañ an traou na da lak anê ba'n etad vad (e)vid labourad

29/01/2016

Lak ar boem plén

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plouïe ga P-M.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pé vijemp ga'r c'heseg d'ar mar(e)-se pe treiñ douar, pe 'h o(be)r fei petra vïe red dit lakad da vrabañ 'vid ober boem so da ve plén a-peu-prè ha-toud kwa, lec'h be zo lod ha oaint ket gouest da lakad o brabaniou nag o vresou, nag o grifoniou, nag o draou da zigoueo mad (e)vid labourad kwa ! Ha lec'h be zo re-all neuhe ha' lake an dra-he, ha' lake an douar goude vïent trôet 'vel un daol ahe 'his-se kwa ! Lake 'nê plén, toud braw kwa !

– Ha plen renke bid ?

Beñ aessoc'h vije, 'houzoh walc'h !

– Ha sterd oa dé zerc'hen ar brabañ ?

Ha sterd vije ket ! Med an dra-he zepand deus ar mod a lakes ar seier war'naoñ hag ar skouarnou. A-wechou ma lakes 'naoñ da gemered re, vije bras ar boem kwa ! Hag a-wechou-all neuhe, 'n tu-all a vije bihannoc'h ar boem, set' zigouee ket mad, vijent ket plén da-houde kwa ! Ar bale war ar re-he da-houde oa sterd 'e lec'h pé vïe trôet mad an douar, plén ha-toud, oa aes balo war'nê

– Ar c'heseg ree un tamm 'è ? Ha vis(e) keseg dïaes war…

Oh ya ! Med a-wechou pé teue keseg ha' oaint ket kustum da labour(ad) assames pad un neubeud amzer, beñ vije ket ingal toud an traou gate hañ ! Pugur ar c'heseg oa 'veld an dud 'e. Ar re-he pé vije labouret, ar re-he ouïe pe-naos 'n-om zibab da zigoueo ba'r pennou, vise laret, meus choñj mad papred, pé vije digoueet ba'r penn vê laret « Ho ! » dê ha vije laret, ma teues ba'n tu-dihou vije laret, un hano nïe beb chô kwa ! Ha vé laret, pe Follette pe foutr pe… Pe Loued pe foutr 'ha… : « Ale Loued, hal ba'n tu-dihou ! »

– Ha tuïs ba'n tu-ell ?

Ha tuïs ba'n tu-all, « tuïs » oa ba'n tu-klei

– An dra-s(e) oa sterd dé ziskiñ d'ar c'heseg ?

Lod deusoute

– Ah ya

Be oa serten keseg oa ha' vije ket red dit d'n-om okup deusoute ! A-wechou teue ket, teue war an oad ha kustum da vé (é) labourad alïes ba'r parkeier, ar re-he ouïe pe-naos 'n-am zigemer d'ober labour aes ha dalc'h d'hond ingal gan ar park, lec'h be oa re-all ha' vije dalc'hmad 'n-om vïañ ha 'n-om… Pe 'n-om luiañ, pe un dra mennaket dalc'hmad ataw gate

– Pegement vis(e) kemeret d'o(be)r ur boem ? Pe-sort ledoned na ?

Oh ! Un ugent sañtimetr pe… 'Tre ugent pe tregont sañtimetr a-peu-prè ya, meus ket bet musuliet heñi e-bed gwech e-bed, med gwelet, koulskoude meus trôet…

– Ah ya, n'eer ket ledonnoc'h 'vid an dra-se

Nann

– D'an devezh-arad an devezh

Eo, ma vije trôet douar war ar parkeier hag vije bet labouret meh-mod 'vel war-lerc'h ar patates, petram war-lerc'h ar petrabes, petramou ataw war-lerc'h na vïe ket yeot ha traou ar mod-se ! Ahe vé voien da lakad ar boem da ve brassoc'h, pugur ma vije laket re vras ba lec'h oa yeot ha surtoud treus-yeot ahe his-se, houzh oa ur gwal-yeotenn ! Ha neuhe ar re-he vïe ket braw dalc'h ha despugn 'nê dindan ar boem, ar re-he jome un tamm bihen war-horre un tamm

– Ha pet(r)a… Laket vis(e) ar boem ledonnoc'h neu'n pa vis(e) douar betrabes ?

Pé vise douar, ya douar net, douar braw kwa ma-keres

28/01/2016

Boued, koñje ha dimeiñ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plouïe ga P-M.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Gwelet peus tud ha' na naon ?

Oh beñ… A-wechou laren da ma joñj, pugur be oa tud ba feurmou bihen ahe his-se, vïe naw-deg devezh-arad gante ha peder-pemp beuc'h hag un ti, bugal(e) c'hoazh azhpenn, pemp-c'hwec'h vugal(e) barzh assames, n'ounn ket pe-naos reent evid kaoud boued walc'h da zeb ha n'onn ket… A-wechou vïe moan an traou sur !

– Ha ba du-s(e) oa ket moan, pe-sort mod vo, oa moien da lared neu'n ?

Ba du-m(añ) oa ket ur familh vras hañ ! Me oa ma zad ha ma mamm hag ma breur ha neuhe ma c'hoar, oa kimed tri (a) vugal(e) kwa !

– Ha ba-plass « moan » pet(r)a zo moien dé lared 'vid lar ar c'hontrel neu'n ? « Ba du-m(añ) vis(e) boued deus gwalc'h » ?

Oh ya ! Petram vije laret : « Ene zo un daol vad »

– N'eus ket bet manket mann e-bed doc'h ? Vis(e) ket laret doc'h pass mond re war an amann pe… ?

Oh ! Ah ! A-wechou vije vije laret 'ha ! Pé 'h ees da dap amann da lakad war da damm bara, pé gemeres re un tamm vije skôet dit war da visïed, 'vïe laret dit : « Hepala ! » Lar, « dru walc'h é ar mod-se ! » Vïe laret

– Vis(e) ket raket wechou ?

Raket pe-naos ?

– Raket an tamm bar(a) dé, dé denn amann 'ziwar'naoñ, nann ?

Ah nann ! An dra-he meus ket bet gwel(et) ober !

– Ah ya, klêt meus tud lared : « C'hwi rey pell deus ho rèr ga keme(nt)-s(e) amann ! »

Ah ya ?

– Med an amann vis(e) derc'het dé werzhañ 'e

Ah ya ! Amann vïe gwerzhet 'e, ya. Amann ha neuhe vïou vïe gwerzhet 'è

– Vis(e) ket debet kalz vïou ?

Oh eo ! Ur wech dre var(e), beked-neuhe vïe kalz yir 'e ! Ba du-m(añ) oa kalz yir papred ha vïe gwerzhet kalz vïou

– Tailhet vijent doc'h, nann ?

Ar vïou ?

– Ya

Oh pass…

– Nann

Oh… Nann, med alïes vije laret, pugur vije tud 'h ober an dro ga, 'vel bremañ 'e ga, ga'r c'hamïon ahe his-se pe ga fourgoniou 'werzh(añ) espissiri kwa ! Ha d'ar re-he vije gwerzhet an amann ha neuhe ar vïou 'e

– 'Vid kaoud boued-ell

'Vid kaoud boued-ell, ya hag alïes 'e pé vije mad ha drôe mad an traou ba'r feurm, vije amann walc'h ha vïou walc'h 'vid kemer ar gomissionou deus an tu-all kwa

– Neu'n vis(e) prenet kafe, chikore ha traou ar mod-s(e)

Ya, kafe, chikore, ya

– Ha pet(r)a vis(e) debet da zijuni ?

Me mïe soubenn-gafe !

– Soubenn-gafe

Ya

– Ha soubenn-gafe vé gwraet ga bar(a), kafe ha laezh ?

Ga bar(a), kafe ha laezh, ya

– Ha sukr ?

Ah ya ! 'Vid lod, an dra-he zepand deus gout an dud kwa

– Ah ya ?

Ya

– Ha c'hwi lakeeh ket sukr ?

Oh pass kalz, nann

– C'hwi oah ket ur beg… ?

Oh nann, oan ket ur beg-figus !

– Petar é a dra-s(e) ? Ur beg difissil ?

Ya, just walc'h ! Ya

– Ha pa ket emm sukr ?

Yeo ! Da lakad ba ma gafe lakeen sukr, med… Ya, pugur pé vije gwraet soubenn-gafe vije laket, med ba hezh vé laket laezh barzh 'e, set' ga'r laezh ha ga ma c'hafe, beñ daon ! Me ga(v)e an dra-he na ur blas so, ur blas mad kwa !

– Ah ya, klêt meus ur paotr lared lar oa aet dé mevel da be(va)rzeg la, pé oa digoueet ba'r feurm oa laret daoñ : « Ma lakes sukr, peus ket droad d'al laezh »

Ha be zo lod ba-blassou vije tailhet an traou deus taol hañ ! Ah ya

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus tud ar mod-se ha' dailhe, ha' dailhe ar boued goud(e) vis(e) erc'hent walc'h dé… ?

Ah ! Beb sort mod vé laret : « Ene un ti bisïed moan ! » Vije laret

– Un ti bisïed moan

Ya

– Ar mestr lake an dud da labourad ar muiañ ma hall hag ar plac'h goud(e)-se a dailhe ar boued

Ya, just walh, ha' dailhe ar boued un tamm, ya

– Vis(e) ket kalz nerzh blam da labourad ar mod-se hañ !

Nann nann, med alïes vé, vije… Mevelien vije ba'r feurm 'e, houzoh walc'h, set' ba-lec'h vije un daol vad vije laret ahe vije kontan an dud d'ond da vevel di kwa

– Ha an dud ouïe en-dro piw, ba pe-lec'h oa un daol vad ?

Oh ya ! Oh ya partoud ! Tou'n dud ouïe pe-sort mod vïe kont ba toud ar feurmou, pugur vïe an eil hond da di egile labourad dalc'hmad !

– Ya ya ha peus ket bet klêt 'vid lared la oa ar plac'h neus bisïed moan : « Ene é uhel planken ar bar(a) » ?

Ah nann

– Re uhel dèi da daped

Oh nann, choñjon, ya matresse ya, med choñj meus lar vïe ar planken, planken ar bar(a) ha planken ar c'hrampouzh vïe gwraet 'e

– Ha planken ar c'hrampouzh ? Memes heñi oa ?

Ya, memes heñi oa, ya. Alïes vïe gwraet krampouzh ur wech ar si(zhu)n kwa !

– Hoh mamm ree krampouzh ur wech ar su(zhu)n ?

Oh ! Pass dalc'hmad, med ba-blassou oa…

– Vis(e) pêet un' d'o(be)r ?

Oh nañ-nann ! Ar batrones ba'n ti a ree ar c'hrampouzh hañ ! Ah ya

– Ha pe-sort krampouzh ree ? Diw sort ?

An dra-he zepand deus ar pezh lakeent barzh, ba serten plassou vïe krampouzh gwelloc'h 'vid ba lec'h-all hañ ! Me n'ouzon ket petra…

– Ya, med krampouzh gwinizh-tu pe krampouzh-ell vis(e) gwraet ?

Krampouzh gwinizh vïe gwraet neuhe ha krampouzh gwinizh-tu alïes, gwraet vïe o-diw kwa ! Ya

– Ha vis(e) ket ràet un hano d'an heñi diveo pe d'an heñi gentañ ? Pa vis(e) tost d'echuiñ 'nèi vis(e) amanennet war ar billig ?

Ah ya ! Bevech pé vïe echuet ar grampouênn, neuhe vije laket amann war un danno, vïe passeet toud war ar billig kwa ! Ha vïe laket amann war…

– War ar grampouênn

Ya, just walc'h, ya

– Ha vis(e) ket laret lar houzh oa ur grasenn, nann ?

Oh yeo ! A-wechou vïe laret : « Ene é kras an traou » vïe laret, pe…

– 'Vid lared petra neu'n ?

Pé vïe neubeud petramed pass traou vad kwa ! An dra-he zepand…

– Ha peus ket bet dé 'n-om jalañ neu'n war ar boued ?

Pass ba du-m(añ), nann, meus ket bet da 'n-om jal(añ)

– Gwelet peus re-ell ha' ree kov-moan ?

Oh ! Ya, be oa ba'r penn-all ahe his-se oa deut, ur merour oa deut ahe his-se ha oa kimed eizh devezh-arad gate hag oa ur chô vije gate neuhe, peder pe bemp beuc'h kwa ha pe(va)r bugal(e) gate, med a-wechou vije pé glee an dud kontañ, ar re oa ba'n oad ma'hat, vije laret : « Ma'hat ahe vé ket re dru an traou dalc'hmad ! »

– An dud nis(e) tru(e) deusoute, deus ar vugwale ?

Oh ya, alïes ya !

– Ràet vis(e) traou d'ar re-ell ?

Oh ! A-wechou vïent pedet da zeb, pé teuent vïe laret dê dond deus taol hag surtoud pé vïe 'teb mer(e)nn, ahe vïe rôet kaf(e) ha bar(a) dê 'e kwa ! Ya

– Ha 'hend-ell pé oah aet d'o(be)r ho koñje ha toud, peus ket bet naon ?

Oh ! Ma goñje, ma gontefen dec'h toud…

– Ba pe-lec'h peus passeet 'naoñ ?

Ba pe-lec'h ? Da gentañ toud oan… Pugur me oa sañset d'ond da labourad d'an Allemagne, me oa sañset d'n-om eñskrivañ da, ba'r mêri 'vid mond da labourad d'an Allemagne, set' toud ma glass din oa gelvet d'ond hañ ! D'ond d'ar bourk. Vije da 'n-om eñskrivañ war 'r c'haier ba'r mêri d'ond da labourad d'an Allemagne. Set' meus choñj amañ oamp rassamblet toud ba'r bourk, oamp bet é kont ar gaos ene toud ha ree, meus choñj din oa ur bern hañ ! Kalz oamp paotr-powr ! Oamp ba'r memes oad d'ar mare-se ! Mamp dessidet da : Heñi (e-)bed 'ha(no)mp oa aet da 'n-om eñskrivañ, da-houd(e) oamp refrakterien toud, refrakterien STO kwa ! Gouest da, d'an Alamanted d'ond da dap aha(no)mp ha kass (a)ha(no)mp d'an Allemagne

– Ha n'é ket bet gwraet

Oh nann ! Ma ouïefeh toud ar pezh zo bet passeet ga'n dra-he…

– Owen peus bet ?

Ah ya ! 'Zhpenn ur wech !

– Ha pet(r)a, pet(r)a ree an owen doc'h ?

Beñ, pet(r)a ree, pet(r)a ree an owen din… Mond-kuit pé hallen kwa !

– Ya ya, med vé ket laret « an dra-s(e) zo spufañ ma blew diwar ma benn » pe traou ar mod-se ?

Oh oh ! Oh eo ! Oh yeo ! Alïes zo bet laret an dra-he ha spufet é, spufañ ree hom blew, a-wechou zigouee dit-te, na goud(e) vije labouret ba'r parkeier dre ahe his-se, pugur oa Alamanted ba partoud dre ahe his-se, ouïes dar(e) kent gwel 'nê ba'r park

– Ha neu'n vis(e) daw…

Nann, me meus ket bet gwraet gwech e-bed ! Hag a zo bet digoueet tigoueo ba'r park just lec'h vijen 'labourad, pugur ahe oa ur rejumant ba Plouïe ha'n heñi-all oa ba bourk Lokmarïa. Ba toud ar parrochou dre ahe his-se oa, oa Alamanted neuhe d'ar mare-te. Ha re Plouïe ha neuhe re Lokmarïa, ar re-he, ar re-he dreuse an hent partoud d'ond… Me n'ounn ket 'vid petra 'hat ! Da zond d'an eil d'egile ha just dre-lec'h oa ma douarou din kwa ! Beñ alïes walc'h meus bet gwelet 'nê 'tond, 'tond da ma gaoud ar mod-se da wel 'ha(n)on pé vijen 'troiñ douar pe 'labourad… Me gomprenen mann e-bed ba'r pezh lare ar re-he, ouzoh walc'h ! Setu me joñje din : « Ar wech-mañ 'h in gate meus añwn ma'hat » Nann, n'eint ket bet kass aha(n)on gate, n'ounn ket da be-rag…

– Ha 'benn-neu'n oah dimeet ?

Dimeet ?! Powr-kaezh plac'h… Oan ket…

– Ah boñ ?!

Na pell da-houde !

– Ah boñ ? Med da be-sort oad oah dimeet ?

Ma kimed ugent la d'ar mar(e)-se !

– Ya, med bi oa tud a oa dimeet da ugent la, nann ? An dra-he zigouee

Ah ya daon 'ha ! Gwelet meus re dimeet da ugent la 'ha !

– Med blam bet(r)a vijent dimeet da ugent la ?

Beñ, a-wechou pa vije bugal(e) ga'n, gan da vestres kwa ! Neuhe vïe red dit dimezañ, d'ar mar(e)-te oa ket pilul houzoh walc'h

– Ha an dud zimee ?

Ya

– Goud(e) nijent ket c'hoant ?

Oh ya ! Med ahe goud(e)-se vije, ar familh 'n-om ga(v)e ha toud, set' ha lod vije laret dê vïe renket dimeañ ga houzh ha houzh vïe laret dèi renke dimeiñ ga hem(añ)-all, med ahe vïe… D'ar mar(e)-se vije heuliet ar renk mignoc'h ma-keres kwa !

– Ha petra é an dra-s(e) ?

Ar renk, an dra-he oa deus ar mod oa penvidig an dud ma-keres kwa ! Be oa ba, memes ba, ba'r beïsanted oa re-bowr ha re-benvidig a vije laret kwa !

– Ha c'hwi peus gwelet tud ha' zo bet dimeet ar mod-se, ga o zud, nann, un tamm ?

Me n'ounn ket petra vije laret deuh neuhe… Ah ya ! Laret vé alïessoc'h ya, med añfeñ « penvidikoc'h oa 'vitoñ, med renket neus stokañ gantoñ ! » Vije laret. Ur wech meus choñj…

– Blam oa aet dougéres neu'n ?

Dam oa aet dougéres ya. Ur wech, meus choñj oa, oan ba ur fest-nos frikou, pugur pé vïe frikoiou neuhe, neuhe tou'n dud 'h ee d'ar fest-nos da-houde

– Ah ya

Fest-nos eured kwa !

– Med laret vé « ur fest-nos frikou » 'è ?

Oh ! Mignoc'h, mignoc'h « eured », fest-nos eured a vije kwa ! Ha hezh oa, an heñi oa dimeet, un' deus lem oa, oa deus Berrien ha oa kalz deus tud deus Berrien ahe his-se ha meus choñj oan tap ur bann(e) ba'n ostaliri ba'r sal ha goud(e)-se oan distrôet 'e da selled ha oa dow deus Berrien ba ma gichenn, meus ket joñj pe-hano oagn kin d'ar mar(e)-se… Ha oa ur paotr deus Berrien 'tañsal ga ur plac'h ene. Voilà ! Me oa chomet soueet klêo an dow-se, tud yowank oagn 'ha ! Ha un' 'nê lar :

« Weles ket ? » Lar-hañw, « hezh zo 'tañsal (a)ssames ga'r plac'h » lar, « houzh zo, houzh zo penvidig ! » Lar

« Ah ya ! Med » lar an heñi-all daoñ, « 'ma ket ba e renk ! » Lar, « apala ! 'Ma ket ba e renk 'naoñ »

– Ha doc'h n'eus ket bet laret mann e-bed ?

Oh nann ! Din-m(e) n'eus ket bet laret nintra (e-)bed, gwech e-bed

– Ha peus ket klêt ho tud kaoseal deus traou ar mod-se gwech-ell, nann ?

Oh yeo !

– Pe-sort mod bassee an traou…

Oh ya ! Med ahe vïe beb sort traou 'ha ! Ahe vïe trous a-wechou ba'r familhou hañ ! Med an dra-he vïe dalc'het kajimant toud dindan-guz kwa ! Dindan-guz

– Delc'het dindan-guz ?

Ya

– Ha blam betra vis(e) trous ?

Beñ, me oar… A-wechou lod renke plegañ da zimeiñ gad ur plac'h hag ar plac'h renke plegañ da zimeiñ ga'r gwas ha goude 'n-om garent ket re pé zigouee dê be, be dougéres alïes kwa !

– Ha vis(e) red ober

Vise red ober, ya. Oh ya ! Red vïe ober ya

– An dud 'n-om zispartïent ket goud(e)-se ?

Bremañ eo ! Meus ket gwelet tud 'n-om zispartïet amañ gi-mañ

– Nann nann, an dud halle 'n-om ober memestra

Oh ya ! A-wechou vije trôet trous oa ba serten tïer vïe, med an dud jome (a)ssames memestra !

– Oa ket moien dê 'hend-ell ?

Nann ! Oa ket, joñjon ket lar oa aes ober

26/01/2016

Sklabodenn ha traou ar mis, sac'h hag ibiliou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga M-L. Groix ba Plouïe ga P-M. ha L. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- M-L. Groix
P-M.
L.



« Oh ! Houzh é kollet he fis-glas gati » qu'on disait quand elle était dépucelée quoi

– Hag evid ar baotred, petra vise laret « dépuceler » ?


« Hezh neus ket dekalotet c'hoazh ! »

Ya… Ya, petramed vïe laret « hezh zo gwerc'h papred »

– Ha pe-naos vise laret ganoc'h « les règles des femmes » ?

« Traou ar mis »

Ya, « traou ar mis » ya

– Traou-all vese laret deus traou ar mis ?

Oh ya ! Bet meus bet klêt lared c'hoazh ya : « Deut é ar sklabodenn dèi »

– Ce sont des règles qui arrivent

Ouais, ouais, ce sont les règles qui arrivent, oui […] Vise laret 'e pé vije an érection quoi « Sonn(e)t é e ibil, med chom a ra e-distribilh »

– « Éjaculer » pe-naos vé laret se, « éjaculer » ?

Aha ! Tu sais… Là on est obligé de, de rentrer dans les grossièretés qu'on disait alors si tu veux : « Riñset é e gouilhou gantoñ »

– Ouïeh ket ur fesson braw, beñ propr da lared ?

Non… Non…

– Riñset é… ?

E sac'h !

E sac'h, ya

– E sac'h pe e gouilhou ?

Ya

Propoc'h é

Ya… Propoc'h, ya ya… Ahaha ! « Partïet é 'n tenn ! » Ahaha !

– Partïet é…

Ya ya, petramed « losket neus e denn ! » kwa

25/01/2016

Dowlagad an dud ha re ar soubenn

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet assames ga Jean Lecoulant ba Kleden ba ti-G. Trañskrivet an traou ga Jean, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
G. 



– Pet(r)a vis(e) gwraet doc'h ar blew (a-)us d'ar lagad ?

« Les cils » ?

– Ya pe « les sourcils » ?

Nann, meus ket bet… Nann « malzennou hi dowlagad »

– Ya, an dra-h(e) é

Med boñ, an dra-h(e) meus ket bet…

– An dra-he é

An dra-s(e) meus bet klêt, med boñ « malzennou », med bon meus ket bet klasset na gouïet ar…

– Hag ar c'hroc'hen, « la paupière » pet(r)a vis(e) lar(e)t ?

Nann, ar re-gozh, an dra-s(e) ree « malzennou o dowlagad » toud doc'hout(e) heñ ! Nann, meus ket bet euh… Nann « kroc'hen mé lagad », doc'h an dra-s(e) vïe gwraet « kroc'hen e lagad » kwa heñ ! Med boñ, mod-ell nann. An dra-s(e) oa un domaine ha n'ee ket-hè re-añwes heñ, ar re-gozh he, ba'n traou ar mo(d)-s(e) heñ !

– Med pet(r)a vije lar(e)t, pugur a bep sort traou vije lar(e)t diwar-benn an dowlagad 'e. Lod lar « dowlagad pitouèr pe dowlagad… »

Oh beñ, 'vel brem(añ) é heñ !

– Pe-sort, pe-sort re oa e brezhoneg ?

Brezhoneg ? Beñ, un « dowlagad-kazh » vise gwraet doc'h un', an heñi na un dowlagad dé sell(ed) partoud. Un dowlagad… Boñ goud(e)-se neu'n un « dowlagad pitou », ya

– Pitou ?

Beñ ya. (A)n heñi, (a)n heñi vis(e) papred 'sell(ed) doc'h ar merc'hed pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e) kwa heñ ! Bah ya !

– Re langati, peus ket klêt ? Jigovi, pe langati, oa mem-mod 'e, pitou 'e

Ouais, ouais, med an dra-s(e) oa… Beñ peb-hañi ree… Med dre-am(añ) meus ket bet klêt (ne)med an dra-s(e) heñ : « dowlagad-kazh, dowlagad, dowlagad pitou, dowlagad… » Nann

– Toud ? Vich(e) ket lar(e)t ?

« Dowlagad-toud » ya, dé wel(ed), hezh wel sklêr doc'h an noñs ! Dowlagad-toud oa 'è ya, an dra-s(e) vis(e) klêt alïes, med boñ…

– Med un dra ma klêt ba Laz ha vé lar(e)t : « streufet e zowlagad ». Streufet, disklasset pe diboupet pe n'ouzon ket pe-sort-mod vé lar(e)t amañ

Ya

– Pé vegn aet poup ar mo(d)-s(e)

Ur sell, « un dowlagad disklafet » hagard quoi

– Disklafet vé lar(e)t ?

Disklafet, ya. Ur « sellou disklafet »

– Disklasset vé ket lar(e)t ? « Ha hem(añ) meus disklasset deuhoutoñ » Ba Plounee meus klêt an dra-he 'vid lar(e)d : « hem(añ) a zisklass deuhoutoñ » hag a sell ga dowlagad disklafet just a-walc'h kwa ! Pe « disklafet » matresse. « Hem(añ) a zisklaf deusoutoñ »

Disklafet ha disklass(et). Ya, disklass(añ) a ra-heñw deuhouti. Un' ha wel ur plac'h yowank 'hond 'biou : « Gast, disklass(añ) a ra-heñw 'nèi, heñ » Il la regarde sans la lâcher quoi hein

– Ah ya

Voilà ! Et le regard hagard
: « disklafet »

– Ya, n'é ket memes-mod

– Paret an dowlagad

Ouais

– Vis(e) lar(e)t an dra-he ?

Ya

– Paret é…

Donc, donc, c'est memes-mod a-peu-prè, a-peu-prè kwa heñ, med bah… « Disklasset », donc il regarde beaucoup ha « disklafet » : le regard ahuri quoi, voilà. Donc c'est memes-mod (a-)walc'h, memes-mod (a-)walc'h

– Tamm pe damm kwa

Med, na ket ar memes sens

– Ya, ya, ya

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h « les yeux du bouillon » ?

Dowlagad war 'r soubenn

– Ya, an dra-he é

Dowlagad, pé vïe lak(et) un tamm boton ba'r soubenn

Mond d'ar veilh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer barzh Skrigneg gad ur gwas hag e wreg. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar gwas
Ar wreg



– Ha gwech-ell oa siniou deus ar marw pé vis(e) klêt ar gowenn pe… ?

Ya, petram ur bik

Ya, petram ar chach, ar chach é yudal

– Ar chach 'yudal ha 'hend-ell pet(r)a vis(e) laret amañ c'hoazh ?

Pa vé ar bik, ur bik o rodell en-dro d'un ti, peus ket joñj deu Bastien Le Briz a lare « ma'hat neus ket pell d'ond kin », bet é ar bik ahe gis-se, un tenn. Med oa ket aet ga'r bik, aet oa pell goude. N'ounn ket 'hañw ar re-gozh gwech-all a blije dê gweled piked en-dro d'an ti

– Nann nann nann nann ! Ar gowenn

Ya, med beañ, hudal ree hañ ?

– Ya

Am(añ) vé klêt, alïes vé ba ar c'hontrel nagn, oh ! Houzh zo oh o(be)r ur son diger !

– Direnk a ra (a)han(o)h ?

Oh ! Ra ket, med goûd a ouzon petar é, med 'hend-all…

– Ha 'hend-ell, am(añ) vise ket kaoseet deus lapouss an Ankou ?

Yeo, med gwich-all neuhe hañ ! Me meus ket joñj

– Petra vise laket d'en-dro d'ar gwele, d'ar gwele-maro ?

Pet(r)a vije lakeet ?

– Ya

Niñseliou

– Niñseliou ? Niñseliou pe-seurt mod ?

Re-wenn, oh la la ! Re-wenn toud hañ !

– Re-wenn toud

Ah ya, gwenn toud, tapissou gwenn. Deus an dra-he meus choñj pa vije… Brem(añ) vé net ar mougeriou, med d'ar poent-se vije lakeet niñseliou memes us hag vije lakeet niñseliou da goachañ ar soliou vije du ga'r mouged ha vije lakeet niñseliou gwenn partoud

– Hag un tapiss ba-dindan ?

Ya

– Un tapiss gwenn 'è ?

Un tapiss gwraet ga'r c'hloched war-gourre. Memes tourbierou vije gwraet hag a vije lakeet un danno war'nê ha vije stribilhonou deusontoñ ha vije lakeet war ar gador

– Tourbierou zo peta ?

An dra-he vije gwich-all, ku(ad) ar bar(a), ku(ad) ar bara… Pass ku(ad) ar bar(a), med tespun ar bar(a) ha vije lakeet un doubier hag vije stribilhonou deusontoñ, ur penn… An doubier a oa koton 'vel an niñseliou hag e vije un tamm dantelezhenn ar mod-se gwraet ga'r c'hroched 'veld tapissou 'è hag e vije lakeet an dra-he tro-war-dro ha da lakad an dour binniget a vije lakeet ur gador ha vije lakeet ga spilhou ! Oh, med ar gador vije kare hag vije stribilhonou tro-war-dro ar gador ha vije un' ga'r voujïenn hag un-all ga'n dour binniget

– War ar gadoriou neu'n hag e oa war tro-war-dro ar gwele vise lak(et) doubierou ?

Nann ! Nann nann, med war, war an diw gador

– Ah ya

P(a) vije marw an dud, gwich-all vije lakeet diw doubier, un' war pep kador da lak(ad) an dour binniget hag ur voujïenn

Ha ur bod-beus tal-kichenn

Ya ya

– Ha pet(r)a vise laret pa vise laket ar c'horf ba'r lower ?

Ba'n arched

– Ba'n arched vé laret amañ ?

Ya

Archedet é

Petra vé laret deuh un arched dre zu-he ?

– Ar lower

Daon ! Ur lower dre-am(añ) zo une auge, ur lou(e)r

– Ba du-mañ vé an arched, med ar c'homm é ar lower

Ah boñ ?

– Ya

Oh n'é ket tre meh-mod hañ !

– Lower, yeo ! Ba du-mañ, ba du-mañ vé ar mod-se hañ !

Laket ba'r lower ?

– An dra-s(e) so drol ?

Pa vije ar momant é, pa vé (????)

– Archedet é…

Ya

– Ha 'hend-ell pe-sort hano vis(e) ràet d'ar c'horf marw, un hano na ?

N'ounn ket !

Nann, meus ket bet klêt 'è, matresse na, med…

– Ha pé 'h ee an dud deus an nos lec'h vise un' marw ? Pet(r)a vise laret, pet(r)a 'h eent d'o(be) ?

D'ar veilh

Da'r veilh

Pa vijen minor, p(a) oan yowank 'h eemp…

Oh ! Ha divetoc'h…

Ya

Hezh so bet ur poent mad amañ 'boe…

Brem(añ) 'bowe n'a ket an dud kin

N'a ket 'n dud kin

Raog 'h eer d'o(be)r tro ar barres toud ! Just walc'h

– Hag an dra-s(e) vise pad an nos ?

Ah vije ket ! Pad un eur pe…

Ah ya… Ah geo ! Pad an nos vije an dud, ar familh

– Ya

Ar re gêr, med ar re-all bassee

– Vis(e) ket laret « ar veilh-marw » pe… ?

Nann nann, ah nann ! Vije ket gwraet an difer(an)s 'tre ur veilh, med…

Pé vije marw un' vije an eil lared d'egile « mond a res d'ar veilh ? »

Ya

Neuhe 'h ee an dud partoud kajimant !

22/01/2016

An hortañsia

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg, assames oamp ga S. ha M-Th. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Ma mamm
- A.
S.
É.



« Le pays des hortensias » Opala ! Ah !

Ah ben oui, eh ! Ankouaad a ran beb pla

Ya

Pe-sort momed é ha ver sañset da…

– Interesset oun 'e !

Heñ ?

– Interesset oun 'e

Ya ?

Ah bon ! Daon ya !

– Boñ, pevar(e) neuhe ?

Hañw…

Ah ya, laret neus dèi

Med, n'on ket toutafed dakor gantoñ war an dra-he

Nann, me oan ket 'e, me mije bet laret daoñ…

Hañw a lar « Me » a lar din, a lar din mod-se, « me ra beb pla mis-here, ba'h mis-here, ahe é ar gwellañ ! Bremañ » a lar « ha (e)ma k(et) ar momed d'o(be)r, pudur n'ounn ket pe-sort amzer meump da gaoud c'hoazh ha kapat omp da gaoud ur rust-amzer », 'houzoh walc'h, « set' ma 'h amp da zrec'hiñ 'nê bremañ, an dra-he n'é ket mad evite ! » Set' neus laret ha lar diñ « Bremañ é emsa(vo)c'h dit go(r)tos fin mis-meurzh »

– Fin mis-meurzh

Ya, med mond da drec'hiñ 'nê 'è ba mis-here, daon ! Neuhe eint braw-(a)bominabl c'hoazh ! Amañ oa, beñ ur bern fleur, beñ neugn da-beked, da-beked…

Daon ! Bremañ (e)maint in fleur papred, bremañ zo in fleur…

– Ha pe-naos vegn troc'het ? Dre an hanter ? Dre…

Oh ! 'Vel a kari ! 'Vel…

Med-seped a renkes leusken 'nê, trec'hiñ ar re zo disec'het kwa, ar re ha neuhe ar re zo fall ba'r c'hreis

– Ya

Ya

Hag lesken… Oh beñ an dra-he zepand mod é…

An dra-he zepand, me vé red din trec'hiñ un tamm mat, kar ar re-m(añ) zo uhel, houzoh walc'h

Me ra 'è, me ra 'è

Ha set'…

Ha me meus un' kichenn, beñ ba kreis, kreis ar porzh ene kwa ! 'N hin(i) zo bras ene, dislivet é un tamm kwa heñ ! Hag a choñjen « Ma ! Red é din cheñch, daon ! Med an dra-he rañw ket 'è » hag me droc'h houzh beb pla tro mis-meurzh, oh ya ! Ijel-mat

– Ijel-mat ?

Penses-tu ! Hag ar re-he a ra ur metr, un metr-hanter

Ya, ya, med n'ounn ket petra zo kaos, warlene ma troc'het 'nê ha meus ket joñj, pudur ha n'eus ket bet kalz a fleur (????)

Nann, an dra-he zepand pe-naos a droc'hes « des bourgeons » vé gwraet deusoute

Ya

Ya, deus ma droc'hes anê kwa ! Lod a ray kalz ha lod-all ray ket !

Ah beñ ya ! Ar re zo amañ hi-mañ, dabitud ar re-he vije fleur toud paotr-kaezh !

Ya

Hag 'vi(d) ar bla, ah beñ n'eus ket bet kalz a fleur ene

Soeur-Yvonne, pugur pa oa ahe gis-se, presbital ene oa ur sakre mogerenn ene hag a oa re-ros braw ahe gis-se oa ! Set' bremañ neuhe pa teue re-mañ Plourin da drec'hiñ 'nê kwa

Ya

Med ha lare, setu vefe goullet diganin « donc pe-naos ? » « ben coupez tout ! » Set' bremañ vé da droc'hiñ 'nê toud

Ah ya

Hag ar blantenn nije, nije ket fleur, med goude neuhe…

Ah nann ! Med ar bla war-lerc'h

– Goud(e) deufent bra(w)oc'h kwa

Ya, ya

Kar red é trec'hiñ ar re a vé fin… Lod, houzoh walc'h, vé dister an traou gante ba'r c'hreis, me droc'h ar re-he goude

Ah ya ya

– Ya ya

Hag ar re, ar re vé e(rr)i disec'het da veañ suprimet 'è

Ar reñ-h(e) so da veañ, da veañ suprimet ahe ! Ar re zo sec'h !

Ya

Ya

– Pe-sort plantenn é ?

– Hortañsia

An hortañsia

– Ah ! An hortañsia ! Ma ket komprenet…

Ya, an hortañsia ya

Med pet(r)a vé gwraet deus an hortañsia ?

Daon ! Hortañsia é ! Petra ri deusoutoñ mod-all ?!

Hortañsia é, sur walc'h hañ !

N'eus ket hano-all e-bed

Ah nann ! N'eus ket hanoiou mod-all

Euh… Fleur-Breizh (e)ma gi-mañ

– Plantenn ar vro é, pugur plij a ra an dour d'an hortañsia

Ya

– Ma vé re heol d'an hañw ha disec'hañ ragn duzhtu !

– Ya

Ya ya

Ah ya ! Ar re-he a faot dê kaoud dour hañ !

– Dour ya

Ya

Ya

Hag 'è faot a ra dê pass, pass re heol 'è kwa !

– Ya

Ar re-m(añ) blij dê petramant te heus spont ahe gis-se !

Ya ya, me meus ahat ! Ha ga'r gwe ha toud !

Ya

Eh ! Ha pe-naos a grogont 'ta !

Ah ya !

Pudur ba'h ar jerdrin 'vid, 'vid lak 'n-eñwn ar lass ma-keres, pa ven 'h o(ber) ma jerdrin, ba'h beg, beg ar lass a lakeon da (???) 'n ur blantenn, da bikad ba'h an douar, ar re-he neus…

– Grïou duzhtu

Heñ ?

– Grïou duzhtu !

Ah ya duzhtu

Ya, ar reñ-he neus gwraet grïou toud !

Dizhtu ya

Ken negn bet deja, heñ ? Kement…

Ya, spont é gwel 'nê pe-naos vegn papred…

Fentus é, kara ?

Ya ya, te heus an douar hag an dra-he bad pell dizhtu

Med an dra-he bennaket so da lared 'ha !

Ya ya

Meus kemed plant un tamm barzh ha…

Ya ya ! Hag é partïet

Hag é partïet

19/01/2016

Pilad lann d'ar c'herseg

Trañskripsïon bet divanket d'an 11 deus mis-du 2016
Transcription corrigée le 11 novembre 2016

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet assames ga Jean Lecoulant barzh Kergloff ba ti-R.. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
R.




– Lar(e)t vé traou pé vé amzer ar mod-se ? Un tamm 'vel fenos neuhe

Ah nann ! An amzer ar mo(d)-s(e) blij ket damp re heñ ?

– Nann ?

Blij ket re, beñ ar saout n'eent ket maes kin ga'n amzer mo(d)-s(e), pell zo memes ! Bon, ar mab amañ, duzhtu vé vall an amzer ar saout jom ba'r c'hrow, med mïoc'h labour vé, daw é lak(ad) plous bemd(e) ba'n dan 'vid, da jom prop kwa

– Lakad goujil

Ya, of, lak(ad) goujil… Plous ! Bet omp bet (é) c'hoa(r)i ga'r goujil am(añ) 'è, me n'on ket bet 'troc'hañ goujil, med gwel(e)t meus mé dad 'hond dé droc'hañ goujil ba'r mine, ya ha 'hond dé gerc'h(ad) 'nê war-lerc'h ga kirri, ga… An dra-he oa toud un ekspedissïon heñ !

– Kirri roujou-koat, an dra-he oa ?

Roujou-koat war an hent-treus, ya

– Ya, keseg ha-toud

Ha mod-ell vise diharzhet 'è, oy 'hat ! Passêt amzer d'o(be)r, d'o(be)r kon(e)rïou hañ… Eürusamant é chañchet an traou heñ ! Kar oa ket bevabl…

– Depand a ra deus an dud ha lod zo, neus ur joñj vad deus an dra-he heñ ! Med depand a ra deus an dud kwa, lod neus bet miser ga'n dra-he neuhe na…

Me meus ket ur joñj vad en mod e-bed deus traou ar mo(d)-s(e). Passeal reent toud o amzer d(é) ziharzho war-lerc'h vis(e) dorn(et), troc'h(et) an ed ha dorn(et) an traou… Vïent 'tiharzh(o) ba toud ar c'hleuñiou, 'troc'hañ koat ga'r chalp ha ga'n hach ! Pad ar goañw ! 'H o(be)r gwajou ba'r prajou dé lakad dour d'ond war, dé gaoud yeot ba mis c'hwevrer hag vis(e) troc'het, troc'h(et) ar yeot ga'r valc'h da zigass(e)d d'ar yêr dé, dé reiñ d'ar saout kwa ! Ha dé lakad ba-tous(k) ar lann, dé bilad lann d'ar c'herseg ! Ha ga'r c'herseg oa daw kaoud lann heñ ! Me meus gwel(e)t mé dad 'hadañ lann amañ war ur park blam d'ar c'herseg 'e

– Ga pet(r)a vise pilet ar lann ?

Pilet, beñ ur biléres-lann kwa !

– Ya

Ha ur manèj oa ga, vis(e) stag(et) ar chô 'e, oa dé droiñ. Me zo bet alïes touch(ed) ar chô, vis(e) daw mond dé douched kwa. Med ba'r fin, raog oa bet courant électrique, ur moteur-essañs oa bet. Mé dad na pren(et) ur moteur-essañs ba, ba Karais ba(r)i ! Hag a vis(e) dorn(et), vis(e) pil(et) ar lann gad hom moteur-essañs. Aessac'h oa deja ! Oa ket daw mond dé stagañ… Pé zemarè ar moteur ! Wechou zemarè ket…

– Ah bah ya ! Ur problem zo papred heñ !

Ya-ya

– Ah ya ar mod-se

Beñ ar lann, med am(añ) zo bet pilet lann dé-veke(d) ar bla(v)ezh diveo oa mil naw-c'hant hag ur bla ha tr(i)-ugent

– Ha goude-se echu ?

Echou, ya

16/01/2016

Star Wark hag an dud e'i cheñchet o spered

Bet divanket d'an 19 deus mis-eost 2016

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm kaos bet gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg diwar-benn Star Wars (pe Star Wark amañ), assames oa ga M-Th. ha S. deus Skrigneg 'e, A. deus Lanneanou ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Me
Ma mamm
A.
S.
M-Th.
É 



Me ma gwraet un tamm leusson dê, eh ! Pedur da ze Saint-Raymond, bremañ zo dow zevezh so

Ya

Pudur dec'h oa Saint-Lucien, an de raog dec'h

Ya

« Ma ! » Joñjen, « Pet(r)a 'h añw d'o(be)r ? »

Negn ket souetet blavezh mad diñ, pitoiabl é memestra gwel pe-gen difoutr eint memestra ga'r re-all lec'h heñ ! N'eint ket gouest da souetiñ blavezh mad demp in mod… Ha me a helve (a)naoñ hag a souet ha just war'ha(h)on hag :

« Ah ! » Laron daoñ, « Me zo un tamm memestra… » Laron daoñ, « n'oun ket héñvel deuh-ouit ! Fenoñs meus gwel(et) » laron daoñ « (e)ma da fèt, set' on e(rr)i da souetiñ 'naoñ dit ! Pudur heus ket souetet blavezh mad diñ, na da hi(n)i e-bed deuh-oemp ! » A laron daoñ « ha oamp toud o ho(r)tos ! » Laron daoñ, « med 'è c'hwi peut mojou drol 'ha ! » Laron daoñ, « n'ou(z)es ket lar ar re-yowankañ zo sañset da souetiñ blavezh mad d'ar re-goshañ ?! »

Ya

Heñ !

« Ah bon ! Na ouïen k[et]… »

« Pe-naos ?!! Ouïes… Eh ! E(rr)i out en oad da hoûd » laron daoñ « ha n'ou(z)es ket se !? Lar vemp sañset da souetiñ blavezh mad, ah ! »

Ah nann ! Ar re-he so pff…

Hete hañw a lar diñ mod-se :

« Ma ! Mond a rañw d'ond dizhtu neuhe ! » A lar diñ

« Ah ya ! Med teus ket da-hun 'ha ! » Laron daoñ, « mar teues da souetiñ blavezh mad diñ, deut ho-tow ! »

« Ya-ya-ya ! 'H añw da houll digati hag a'h amp d'ond dizhtu ! »

Ped eur oa ? Deg-eur oa dec'h deuh ar mintin kwa…

« Hete feus kem(ed)… »

Me 'ha ! Oan ket…

Dreist…

N'hallen ket, divêt oan 'sevel c'hoazh vé wichou zigouee neu'n, houzoh walc'h, med engal é ! An dra-he oa ket sañsubl !

Ya-ya-ya !

Oa ket sañsubl !

« Bon, deut neuhe ! » Laron daoñ

Hag voilà, set' eint deut ahe kajimant ra(g)-tal hag a oaint ahe his-se, sete neuhe… Neuhe oa ur liboudenn (a)darr(e) 'ha ! Paotr-kaezh !

Ah beñ ya !

'Velt ur liboudenn ! Ha me lara daoñ :

« Ha oamp toud o ho(r)tos… » Laron daoñ, « n'oc'h ket gouest da souetiñ blavezh mad demp ?! »

Eh ! Hag a lara diñ

« Oh qu'est-ce que je me suis senti seul… »

Ha laron daoñ :

« Pet(r)a ?!! » Laron daoñ, « me » laron daoñ mod-se, « ar re-all oa o-hun c'hoazh » a laron daoñ « ha oas ket 'vid 'n-on interessiñ da bidiñ un' b(e)nnaket hag a oa i-hun ? Eh ! Me oa ma-hun 'è ! » Laron daoñ « Da ze an noñs-Nedeleg »

Pudur ar bla-mañ a teuont ket ha teuont d'o lein ! Sete oa den e-bed ! Da nav eur oan ba ma gwele da ze 'n noñs-Nedeleg

Ah ya-ya !

Hete oan ma-hun ! Hete :

« Marie » laron daoñ hag oa amañ dec'h

Oa hi-hun 'è

« Zo hi-hun ! Hag da ameseg dit da vass » a laron daoñ « zo i-hun 'è ! Hete mod-se » laron daoñ « oa moien dec'h ! »

Ar re-he é red lared toud dê !

– Ha koulskoude é hi na laret din a blije dê be o-dow (a)ssames

Ah bon ! Ya, med ar reñ-he so lared-dislared… Bon ! Sete hañw lar diñ neuhe :

« Pet(r)a rin dit bremañ neuhe ? » Lar din, « 'vid… »

Pardoniñ 'han(ou)t ?

« 'Vid… » Ya « 'vid didomajiñ (a)han(ou)t, 'vid ober… »

« Ah ! Heus keme(d) kass aha(n)on 'benn-e(m)berr d'ar sinema ! » Laron daoñ, « set' ar mod-se da ziveañ neuhe a bardonin dit ! Gwelet meus war ar journal venoñs » laron daoñ, « oan o selled deuh ar journal hag a oan o selled daoust ha pet(r)a zo ba'r sinema ?! »

Gwich-all, me blije diñ mond ur wich an amzer ga François ! Amañ 'h eemp alïes a-walc'h hañ ! Hag a meus klêt komz kement deus Star Wark ! Ahe zo bet… Sell ! Bourret oa ma venn ga ar pub oa ga Star Wark ha 'benn oa sortïet, houzoh walc'h, ha toud !

Ha set' ha c'hoant d'ond da wel pet(r)a oa jeu-s(e)

Ha me oa choñj(al)

« Daon ! Daoust ha pet(r)a é an dra-he 'è ?! Star Wark… »

Sete me lar daoñ :

« Ah ! Ahe meus gwel(et) zo un' ha' meus c'hoant d'ond da wel : Hezh ! » Laron daoñ, « Star Wark… »

Ah ! Me houll digantoñ :

« Goûd a houz(e)s pet(r)a ? »

N'é ket, ouïe ket 'è, hi(n)i e-be(d) 'nê ouïe

« Boñ ! Meump kemed mond neuhe ! » Laron daoñ, « heus kemed passeal ahe his-se hag a hefen da c'hwec'h-eur (e)mañ » laron daoñ mod-se, « heus kemed kass aha(n)on d'ar sinema, neuhe vi pardonet ! Ha 'n-ur zond war da gis » laron daoñ « meus gwraet soubenn hag a evefomp ur bann'h soubenn »

Opala !

Het' daon 'hat ! Oh daon hañ ya ! Pudur, houzoh walc'h, sañset oamp d(a) zond war hom his tro eizh eur pe…

Ya-ya

Sañset ! Sete oamp aet

Attends un peu…

Sete 'n-ur vond, me zo passêt dre boutik ma merc'h so vass… Heñ, pudur da rent(añ), da rent(añ) ar boñjour dèi, pudur basseen vass, hete meus gwraet, meus laret dê koukou :

« Daon 'ha ! » Lar din, « 'hond da b(e)-lec'h out d'an eur-mañ ? »

Pedur oa c'hwec'h eur (ne)med deg, hete me lar dèi :

« 'Hond d'ar sinema »

« Ah bon 'ha ?! » Lar diñ « ha da wel pet(r)a (e)ma ? Ah ! Oa ket… Pet(r)a lar diñ ?! Te zo 'hond da wel… »

« Daon ya ! Pa-rag a n'in ket ?! » Laron dèi mod-se, « an dow-all-mañ oa chomet er-maes, pudur » laron dèi « zo ur paotr yowank ahe 'pêo an antre demp, sete mod-se hallamp dond »

« Hañ bon ?! »

Sete ni zo aet a'ha ! Bon, komañset ar machin… Passeet deg munut, ur c'hard-eur, ugent munut, me lar da Lydia mod-se, pet(r)a laron dèi :

« Te gompren un dra mennañket ba'h ar pezh omp o selled ahe hi-mañ ?! »

« Oh ! Rañw ket 'ha ! » Lar diñ, « rañw ket kalz »

« Med » laron dèi « an dra-he zo 'vid tud hag a é cheñchet o spered ! » A laron dèi mod-se, « n'é ket possubl ! » Laron dèi mod-se, « lar omp o selled deuh… Daon ! N'eus na moueñ na lost ! » A laron dèi

An dra-he vije laret gwich-all, heñ n'eus na moueñ na lost, heñ ?

Ya, ya, ya-ya

« Med n'é ket possubl ! » Laron dèi mod-se, « ah fidamdoue ! » laron dèi, « ma vije gwraet deuh-ouin » a laron dèi « me oa aet (a)hann ! Vijen ket chomet da sell deuh an dra-he ahe 'his-se »

« Ro an alc'h(w)o din ! » Lar, « me zo 'hond d'an oto ! »

« Ah ! Heus kemed reiñ an alc'h(w)o diñ, me zo hond d'an oto da ho(r)tos ahan(o)h ! »

Sete hi a lar da Raymond oa tal hi c'hichenn :

« Plij a ra dit ? » A lar dèi

« Oh moyen ! Moyen ! » Lar-hi mod-se « parce que Élise lar diñ (e)ma 'hond d'an oto, aet é deja skuizh 'selled, neus gwel(et) tro-walc'h ! »

« Oh bah ! Ma (e)ma mod-se ! Med meump kemed mond neuhe ! »

Sete ni zo sa(v)et ha oa ket komañset (ne)med ugent munut so… Ha ni er-maes ma haotr-kaezh-mañ ! Maes ar machin-te… Ar wich kentañ deuh ma buhe ha digoueet kemend-all ganiñ… P(a) oamp e(rr)i neuhe di-raog ar sorti, an hi(n)i na gwerzhet, me lare dèi :

« Ah bet omp ba'h ar sinema c'hoazh, med a sort-m(añ) ma ket bet gwelet neuhe c'hoazh » A laron dèi, « an dra-he » ma laret dèi mod-se « zo 'vid tud sod ! » Laron dèi, « n'é ket, n'é ket… »

Sete hi lar diñ, hi c'hoarzh a lar din :

« Ma ! » A lar diñ, « Peut kemed mond ba'h ur sal-all ahe, komañset é 'è » lar diñ « ur c'hard-eur zo, pe ugent munut so 'è »

Hag an hano oa « Le Partage »

Ah !

Med klêt meus aboea, meus bet un tamm keuñ, pudur laret so diñ aboea oa gleet din be aet ha oa…

– Ha oa braw ?

Ya

Ya !

– « Merde alors »

Ha ma merc'h lar se diñ 'è « ma gleet ober » hag a hi lar :

« Peut kemed mond 'darr(e) neuhe ! » Lar-hei 'ta, « an dra-he… »

Sa(ve)t é a-gost da greiste ha neuhe Franck lar din « Ah ! Ma blij ket ar jeu dit 'benn ur c'hard-eur goude heus droed d'ond da wel un'-all »

Ah beñ, laret na demp heñ !

Ya-ya

Cheñch sal

Re memes pris kwa

« Oh bababah ! » Laron dèi, « me meus gwel(et) tro-walc'h 'ha ! » Laron dèi mod-se, « me zo 'hond d'ar yêr » laron dèi, « partajet walc'h meus tro-walc'h a draou ahe his-se ! » Laron dèi

Oh ! Eh ! Ha me hadpasseal, pudur ma merc'h ne jerr kemed da seizh eur, ya !

Ah nann, oa'i ket jerret c'hoazh

Ya, oa ket jerret, oa seizh eur (ne)med-kard pe un dra mennañket…

« Daon ! » Lar diñ, « (e)ma ket fenoñs ar sinema ? » Lar diñ

Pa neus gwel(et) 'ha(n)on toull an noñr… Hag ur plac'h oa ba'h an ti ha neuhe an hi(n)i zo 'labourad gati ha toud

« Eo-eo-eo ! » A laron dèi, « med gwelet meus tr(o)-walc'h ! » A laron dèi mod-se

Oh ! Med ene oamp dirollet da c'hoarzhin ! Ni meump c'hoarzhet ene ! Ni meump c'hoarzhet ene hag an hi(n)i yowank so o labourad gati a lara diñ :

« Daon ya ! » Lar diñ, « an dra-m(a)ñ é le septième… Ma peut ket, ma heus ket bet gwel a-raog se ar re-all na sort-se (e-)bed, ne gomprenoh mann e-bed ! Daon nann ! »

Franck neus lar(et) se din ha lar din : « Dal ke(t ar) boan mond da wel ma heus ket gwel(et) deja »

Ben voilà ! Toud, laret neus se…

– Ar re-gentañ kwa

Ar re-gentañ kwa

– Te peus gwel ar re-gentañ, Gurvan ?

– Euh, an tri gentañ ya, med an tri-all meus ket gwelet…

Ya

Seizh, ar seizh é zo laret diñ

– Ya-ya-ya-ya, med…

Med komprenet a-walc'h ma un tamm, ahe oa ur paotr yowank hag il détenait, si tu veux, un plan que eux ils essayaient de récupérer par tous les moyens, ils avaient beau lui faire toutes sortes de misères et tout, enfin voilà ! Mais…

– N'on ket bet wel heñ !


Oh !

– Ha n'in ket !

Ah !

An dra-he zo meh-mod 'vel ar seri zo bet ahe gis-se

Oh ! Med me n'oun ket kap da gompren !

Harry Potter, houzoh walc'h, ma heus ket bet gwelet ar re-gentañ oa ket…

– Ya, med n'oun ket bet 'wel 'e mem-mod…

Dal ke(t ar) boan mond da wel ar re-all

Med, med, med, ken, ken, ken nul ha hemañ 'ha ! Meus ket bet gwel(et) biskoazh 'hat ! Hañ fi nann a'ha !

– Ha neus koustet kér heñ !

Heñ ?

– Ha neus koustet kér !

Oh ya ! Beñ just a-walc'h

Ya, ya-ya, ya

Eh ! An de oa sañset da veañ sortïet ha ma gwelet ahe ha oa une queue d'ond da wel 'naoñ !

Ya

– Ur lostennad

Med !

Oh ! Ya… Laron dit sè…

Med, med an dud so…

Ah, med an dud so aet sod

– Med lod oa 'kousked maes ! Ba serten broiou oa lod 'kousked maes 'e…

Gwelet meus bet

Ha toud ar pezh so gwraet, houzoh walc'h, 'vel toud ar jeuiou hag ar pezh so ga Star Wark, oa kemed Star Wark…

Oh ! Med kirivus é !

Bremañ kwa heñ !

Eh, gwel pe-naos a vé tromplet an dud memestra, pe-naos vé…

– Med memes pé vé an traou da brenañ mem-mod ba…

­– Da zespugn arc'hant

Da zespugn arc'hant

– Pa vé « les soldes », mem-mod…

Ya, meh-mod !

– Ha 'n-om gann an dud…

Anne Roumanoff a lar se :

Ya

« C'est, les soldes » a lar qu'elle dit, « c'est les gens qui font des économies en dépensant un tas d'argent ! »

Ya

Ben oui, ils croient faire des économies et ils dépensent un tas d'argent, des choses qu'ils n'ont même pas besoins

Nañ-nañ-nann !


Nous on fait sans hein ! On fait sans ça, ouais

15/01/2016

Kig ba'r poujou-grê ha ba'r poujou-gwer

Bet divanket d'an 8 deus mis-here 2016
Corrigé le 8 octobre 2016 

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga M-L. Groix (RKB) gad A. deus Kallag. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Boñjour dec'h Andrea

Boñjour !

– Pe-naos (e)ma ho kont ?

Mad mad mad !

– Kontet poa din deus ar c'hig-moc'h

Ya

– Deus ar friko pi-moc'h hag a'h amp da gaos deus se un tamm ha c'hwi gomze din deus ar pod-grê, laret d'an dud petra é ar pod-grê

Beñ, ar pod-grê, heñ oa ur pod ha' vije lak(et) ar c'hig da sallañ barzh, gwich-ell

– Ha se vese laret, pe-lec'h ? Ba Plourac'h pe ba Kallag vé laret se i(v)e ?

Oh ya ! Med oh ya, ya-ya ! Ba an dro dre-amañ gi-mañ vé laret se kasimant partoud hañ ! Pod-grê, me n'ounn ket pe-sort pod vé gwraet deusontoñ 'hend-ell

– « Charnier » in galleg

Ah ! In galleg ya

– Ya ha laret din 'ta petra vese laket barzh ?

Beñ, ahe vije laket an depouilhou deuh ar pe-moc'h war an treid, oa le jambonneau ma feus c'hoant hag ar penn, ma vije ket gwraet pasti-penn, beñ vije lak(et) ar penn heñ !

– Ar penn a-bezh vese laket barzh ?

Ah beñ, drailhet vije ar penn in dow damm heñ ! Ha vije lakeet barzh (a)ssames ga an traou-ell kwa !

– Ya, ouzhpenn 'vid ar c'hig-lard vise laket barzh kwa

Ah beñ ! Ar c'hig-lard, vïent ket laket barzh ! Ar c'hig-lard vïe gwraet kostennou gantoñ heñ !

– Ah bon ?

Ah ya ! Ha vije gwraet kostennou-kig hag a vije sall(et) ar reñ-s(e) ha vije laket un tamm plous, plous vise laket tew mad heñ ! Ha vije lak(et) un niñsel goude ha vïe lak(et) un tamm hor(e)n war an niñsel hag a vije lakeet ar gostennig-kig neu'n pé vije tenn(et) toud ar c'hoteletou ha toud an traou deuh ar gostennou ma feus c'hoant

– Ya, med hezh vese sallet memestra ?

Ya, vije sallet an dow damm, an dow damm koste ! Ah, med sallet mad hañ !

– Gant-se vise ket gwraet ur bern tammou kwa, benn ar fin ?

Ah nañ-nañ-nañ-nañ-nañ-nann ! Ar reñ-s(e) vije leusket d'o(be)r un tamm ! Gwich-ell vïent laket ba lost an ti pet(r)aman dindan an daol !

– Hag e-se peus bet gwelet o(be)r neuhe ?

Ah ya ! Se meus bet gwel(e)t o(be)r, ya. Ma zad neus bet gwraet se hañ !

– Ah ya, hou tad oa boucher ?

Ya, un tamm, ya. Ha d'o(be)r pasti-penn oa ket 'n tu-ell daoñ hañ ! Ah lalalala ! Mad vij(e) hardi ! Ha sell vij(e) sallet mad ar c'hostennou neu'n ha vïent leusket mod-se pad teir su(zhu)n ! Ha pé vïe passeet an teir su(zhu)n neu'n vïent sa(v)et da krec'h neu'n ga diw vazh, vise laket un tamm ba beb bazh ha vïent laket pass gwal bell deuh ar chiminal lem a vije tan ! Ha ga hezh neu'n vije gwraet pato ha kig-sall 'vel vé laret

– Setu !

Ah ya ! Mad-hardi vije !

– Ah ya ! Pa vé, pa vé laret « pato ha kig-sall » n'é ket « du lard » 'vel vé laret kwa ?

Ah nann ! Gwich-ell vïe ket laret du lard, gwich-ell vije laret kig-sall heñ !

– Ah ya, kig-sall é… Ya, un tamm n'eus forz pe-sort tamm deus euh… Añfeñ n'eus forz…

Deuh ar c'hostennou ! Hag ar peur-rest neu'n, gwich-ell vïe gwraet frikou pe-moc'h ga'r fweskennou ha… Ha 'benn vïe gwraet frikou pe-moc'h ha ràet un tamm d'an dud barzh kêr kwa ! Ba peb ti ha chome ket kaz hañi-bevin kin

– Hag ar pezh a vese laket ba'r pod-grê ahe, ur pod-grê oa bras neuhe heñ ?

Oh ya ! Bras-mat vije, ya. Oh ! Med vij(e) ket karget memestra hañ !

– Ha pe-sort mod vese sallet an traou, en ur mod ispissial, moa ket bet klevet kaos deus se gwech e-bed c'hoazh, pe-seurt mod vese sallet pezh vese laket ba'r pod-grê ?

An depouilhou vïe laket ba'r pod-grê ha vïe laket un tamm hor(e)n gantoñ ! Med lod leuske 'naoñ mod-se ba'n hor(e)n heñ ! Med be oa lod-ell neu'n, me meus bet gwraet hag an dra-he vïe gwraet ur saumure deusontoñ hag vije laket 'e dour da virviñ war an tan ha vije laket teir batoenn vras barzh, ba an dour !

– Gand ar c'hroc'hen pe peilhet ?

Ah nañ-nañ-nann ! Pass peilhet ! Mod-se ! Gwelc'h a rees 'nê ha' lakes 'nê ba'n dour, a-peu-prè matre'n ugent pe dregont litrad-dour ha zelc'hes taol hor(e)n barzh da dour da-beked ken teu ar batoenn war ar gourr(e). Ha pé teu, vije deut ar pato barzh, war-hourr(e) an dour, neu'n 'h aretes lakad hor(e)n ! Ha leusket 'naoñ da virviñ un tamm ha dennes 'naoñ goude 'ziwar an tan ha leuskes 'naoñ da yinañ raog taol 'naoñ war ar c'hig ha vije taolet hezh war c'hig neu'n, med set' vije daw lak un tamm poues war ar c'hig ! Blam daoñ da chom mad ba an dour ha me lar dit vije mad ar c'hig ! Oa ket daw lak anaoñ da zisallañ na mann e-bed !

– Ah nann, oa ket emm

Ah nañ-nañ-nañ-nañ-nann !

– Med oa ket emm da lakad holen ouzhpenn war-lerc'h, kenneubeud ?

Ah nañ-nañ-nañ-nañ-nann ! Oa ket emm da lakad mann e-bed goude-se kin !

– Pe-goulz é deut ar c'his neuhe d'ober kig-sall, med just gan « le lard » kwa ? Oaran ket pe-naos lared kwa…

Oh maleürus ! Se zo kozh ma haot-pi(he)n powr !

– Ya ?

Oh ! Maleürus, maleürus ! Dam ! Me pé oain yowank, meus ket gwraet (ne)med gwel o(be)r se heñ ! Da-beked ken oa deut ar c'hoñjelateurien ha 'n traou mod-se kwa ! Pass, be oa lod ha' na delc'het d'o(be)r hañ !

– Pe-goulz peus bet gwelet-hui ar c'hoñjelateur, ur skornéres ba'n ti ?

Oh ! Mem oa e(rr)i divêt 'benn mamp bet ur c'hoñjelateur heñ ! Matre'n war ar blavezh deg-ha-tr(i)-ugent

– Añfen n'é ket ken divêt-se heñ !

Oh nañ-nann ! Nañ-nann ! Nañ-nann ! Memestra oamp divêt 'benn oa bet ur c'hoñjelateur hañ !

– Ya ha 'r c'his-all oa c'hoazh : lakad kig ba'r pojou-gwer

Ah ya ! Med neu'n lakes ar c'hig ba'r poujou-gwer, pé vije lah(et) ar pe-moc'h sallès ket 'naoñ na mann e-bed hañ ! Lak a rees 'vel, gwich-ell vïe ket gwraet kotelèt ha traou mod-se ! Kar vije troc'het teir-pider goteletenn (a)ssames, ma feus c'hoant ha neu'n vïent lakeet ba'r poujou-gwer ha lakees un tamm bihen hor(e)n gante ha vijent laket da boahad goude-se neu'n pad div eur, pe teir eur ! Ha lakeès bien sûr ar gômenn, 'vel vé laret deus an dra-he ha jerrès 'naoñ, ar joint ma feus c'hoant hag jerrès 'nê hag a lakès 'nê da boahad, med kuit da lakad dour gante, na mann e-bed !

– Hag a pe-naos oa ar c'hig gis-se ?

Ah ! Mad-hardi, 'vel ga kig-douss meh-mod

– Ya, bon red vo din ober un essê ur wech bennaket

Ah ya-ya ! Oh me lar dit sur é mad ha 'n-om goñserv mad ragn !

– Se vé gwraet gand kig-moc'h heb-kén ? Gand kig, kig-saout vé ket gwraet ?

Oh ba geo ! Moien so d'o(be)r heñ ! Meh-mod heñ !

– Mem-mod

Ya ! Ya-ya-ya-ya !

– Ya

14/01/2016

Petra zigouefe ma leskefemp an euro da goste ?

Salud dec'h,

Blam da jeñch un tamm bihen ha pugur ma c'hoant d'ober vo laket amañ hi-mañ un artikl ma ka'et war ur sit diwar-benn an euro, c'hoant ma da lak anaoñ e brezhoneg pé blij din 'h essañ traduiñ beb sort traou amañ. Michañs a blijo dec'h

-----------------------------------
-----------------------


D'an 20 deus mis-herou 2015

Bet skrivet ga Benji war « Les Moutons Enragés »

Deuh an dra-he neus owen bras ar Frañsijen so da-heul ar bolitikerien, lesken an euro da goste gassefe an ekonomi deus ar vro da zivounnaad ha bec'h war'ha'mp toud, yudet un tamm « bhouuuuu » 'veld un teus da spontañ 'r re vé chilow traou ar mod-se hardi ! Med n'é ket lesken an euro da goste a-gement ra owen d'ar bolitikerien, d'an ekonomisted koulz 'vel da gement ruserien-bragou so mem-mod, med owen da wel ar Frañs da zond souvrennoc'h un tammig bihen en-dro, kar n'a ket an dra-he deus o vrojeiou bras en mod e-bed, choñj distruj ar broiou zo ba'n Europ hag ober ur meskaj teuc'h gate-toud. Ha gwashoc'h 'vid an dra-he c'hoazh, ma vije lesket an euro da goste teufe ur bern traou da zigoueo da-houde, ijelloc'h hom notenn ga'n ajañsou-notenniñ ba'n Amerik, cheñchet an toiou pé glasko ar Frañs amprestrañ blam da leuniañ un toull difoñs, stenn war ar jujou ga'r broiou-all, ga bro-Alamagn ha toud ar re zo sentus ha pennglinet dirag an Amerik, punisset ga'n ONU ma'hat sur… Ar Frañs da sentiñ pe da soufrañ !

Goulskoude vefe avantachou 'leizh ma vije lesket an euro da goste, kar foutr pe-naos prouiñ lar an euro 'h ay da vall n'eus ket emm, 'vel oa embannet ga'r journal Le Figaro un nebeud michou zo. Bevech 'h a an traou da vall ga'r Stadou souvren pé glaskont ober gad ur mone heb-kén 'tresse, mem-mod a zigoueo demp ba'n Europ : « Jens Nordvig, un ekonomist ba'n Danemark neus ka'et 67 mone unisset 'tre 1918 ha 2012 ha lipet toud ar re-he. Bevech 'h a an traou da vall ga'r Stadou souvren pé glaskont 'h ober ga ur mone heb-kén 'tresse ha n'eus ket heñi e-bed a-gement nefe reüssisset. »

Pezh é, blam demp da lesken an euro da goste faotefe demp be mestr war ar bank nassional en-dro, kar n'omp ket kin dibowe pell so dija, 'n-om okupiñ deus ar làeroñsi vras é deut gle ar vro da ve ha kuitaad an takad-Euro, med ped politikach vefe antirin walc'h blam dê da joñjal ba traou sort-se ? N'eus ket kalz deus ar re-he…
'Vel meus gwraet ar si'n passeet leskon bremañ Jacques Sapir d'esplik demp pegement a goustefe ar cheñchamant, panverdoñ n'eus ket kalz ekonomisted a-gement neus klasket roiñ chifrou demp.

Din-me, pezh faot demp dalc'h choñj amañ hi-mañ, lod esplik demp lar é impossubl goûd pegement goustefe just-ha-just demp ma 'h efemp da lesken an euro da goste, med memestra mod é 'vid goûd pegement goustefe ar c'hontrel demp.

Koust a ray un dra mennaket hag e-se… Med ma vije lesket an euro da goste vefe matresse e fin d'an ivern, kichenn delc'h d'ober gantoñ ha chom barzh un ivern heb fin e-bed forz sur…

Peus kimed goull ga'n dud ba'r Gress !!

Charles SANNAT

Alïes a-walc'h vé kaos deus ar mod 'h afe an ekonomi da vall ma teufe ar Frañs da lesk an euro da goste ha mem-mod d'ar broiou-all ba'n takad-Euro.

Med ahe vé gwraet owen d'an dud gad un tamm diskour gwraet diwar mann sur e-bed. Pezh omp sur é lar zigoueo dow broblem duzhtu war-lerc'h distruj an euro, heñi ar gleou ha heñi ar fluiou finañsier 'tre an ekonomïou difer's so. Laket kompliket ar problemou demp ga serten politikerien, ga Nicolas Sarkozy koulz 'vel ga François Hollande, med e gwirione n'é ket kement-se.

Ar gleou

'Vid pezh é ar gleou souvren vegn embannet ba forz broiou, ha 97 % deus heñi ar Frañs, deus ar gwir ba peb bro. Padal, deus ar lêsenn bet laket ga'r c'hour-tredeeg enternassional dibowe fin ar blavechou 1920, gle be pêet peb titr bet embannet deus ar gwir ba ur vro « x » ga mone ar vro « x » ha ra ket vorz pe-sort hano vefe d'ar mone-mañ. Gwraet vé ar lex monetae deus an dra-he. An dra-he sinifiv lar ma zessid ar Frañs lesken an euro da goste ha 'h ober ga'r lur en-dro vo designet ar 97 % deus hom gle boutin ar mod-se en-dro duzhtu ha kontestiñ n'o ket voien d'ober. Pé gomprener an traou ar mod-se weler lar n'eus kimed ar Gress a-gement vefe oblijet d'ober defot, kar dow hle diwar dri zo embannet ene deus gwir broiou-all. Kontañ d'an dud lar vefe multiplïet kalz hom gle ba'r Frañs 'vel ra Nicolas Sarkozy hag ar pennou-bras bet ba'n UMP kozh, pe 'r c'hontrel kontañ d'an dud lar vefe gwraet defot 'vel ra J-L. Mélenchon, an dra-he ziskeus demp lar n'eus ket skïant vad e-bed ga'r re-he. Diskeus a ra demp lar vé kontet luss toud ga'r re-gentañ ha traou faoss ga Mélenchon blam neus ket komprenet pe-naos 'h a sistem ar gleou boutin en-dro.

'Vid pezh é ar gleou preve vegn plasset deus Frañsijen, ar hross vat deusoute. Ma vije lesket an euro da goste na zigouefe ket tamm problem e-bed. Souskrivet é ar hross vat deus ar gleou zo d'an antreprisou multinassional frañses ga Frañsijen o chom maes ar vro. Med gwraet vé ar hross vat deus chifr o aferiou maes ar Frañs gate. 'Benn-neu'n, ma vije lesket an euro da goste ha dibrijet ar lur « neve » vefe laket un dalvoudegezh neve d'ar gleou koulz 'vel da chifr an aferiou ha d'ar profijou ! Amañ na vo na koll na gonid, kalkulou zo bet gwraet ga beb sort bankou.

Ar fluiou finañsier

Chom a ra problem ar fluiou finañsier 'tre ar broiou, ar re zo ba'n takad euro hag ar re-all. Preparet é teknikamant ar bankou bras enternassional e-kenkas a vefe distrujet an euro. Gleet a vefe dihan ga'n trañsaksionou finañsier pad un treuchad, 'tre 24 eur ha 72 eur ha harsañ ar mouvamañchou berr (spekulassionou toud kasimant) pad c'hwec'h mis a-peu-prè

Eñvantañ traou an-heñi é lared lar vefe ur rivinassïon ma vije lesket an euro da goste. Eñvantañ traou blam da bartisaned an euro d'ober owen d'an dud serr tamalañ an dra-he da Marine le Pen hag ar Front National, e gwirione é ar re-he-all zo klask lak an owen bras da grog ba'n elektourien. Important é an dra-he, kar 'benn ar fin jom kimed an owen da batisaned an euro pé vé kaos deus an takad euro 'hond d'ober chilboud

Avantachou ga lesken an euro da goste

Bremañ é daw kompren lar zepand deus ar mod vo lesket an euro da goste ha gwraet ga'r politikaj da-houde, un efed mennaket ray war an avantachou, kar avantachou 'leizh vo da gresk an ekonomi, da gaoud labour ha da hadlakad ar c'honchou publik en etad. Assames hall be dessidet ditrujañ an euro, ga toud ar broiou deus an takad-euro, pe hall be distrujet ga beb a chilboud gate ken a'h ay an euro da zisparissañ tamm-ha-tamm ha dre-se chilboudou spontussoc'h ha broiou 'zhpenn da zilesken an euro, ar gwashañ toud a vefe !

Med ar mod-se, lakomp vefe ar Frañs an heñi diveañ d'ober an dra-he beñ vefe gwelloc'h hom zamm stad 'vid an de-venos. Ha goude-se vo important choñjal ba'r politikou vo ranket ober pé vo echou ga'n euro. Sklêr é lar n'o ket kalz avantachou ga'n dra-he ma teu ar gouarnamant vo neuhe da boagnañ ga klask pêo pep gle deus ar Frañs ha mired an to-chañj 'n ur mod re estimet, med tammou avantachou vefe 'velkent. Mod-all, ma vije cheñchet da vat ar politikou bet gwraet diboe ur 25 pla so ha klasket lakad arc'hant ba traou da zigentañ toud vefe avantachou 'bominabl ! Se zo kaos laron dec'h oa gleet lesken an euro da goste 'vid ar wech toud, da-lared-é n'o ket possubl 'h ober traou keit-ha vo delc'het d'ober ga'n euro, med n'o ket sufiss. Important é lak ar poues war an dra-he, kar re alïes vé laket an dra-he ga'r re zo eneb d'an euro 'vel vefe ar mod gwellañ ha nemetoñ blam d'ond war-horre hom béc'h, ha n'é ket 'ha !

Pé oa bet skrivet demp an tamm paper ga'r fondassïon Respublica, estimet gati ar pezh a hallefe digoueo ma vije lesket an euro da goste, ga Cédric Durand ha Philippe Murer, an dow re na skrivet an tamm paper-mañ, oa laket un tamm mat deus ar gaos war an arc'hant a vefe gouneet ga'n dra-he war-lerc'h, blam da hoûd pegement a vefe. Uhel-mat ar resultajou ga'r mod-mañ ken mamp gwraet hom joñj d'ijellaad 'nê un tammig bihen ha daoust oa gwraet an dra-he vefe 2 vilïon fred 'zhpenn da gaoud founnis a-walc'h ba'r vro ha nemed 'vid ar re « A » deus an DARES. Dre-se da-houde (ga mignoc'h labour vé mignoc'h kotisassionou ha diwar an dra-he teu ar rejimou retred ha yec'hed en etad en-dro, dre-se hallefomp ijellaad pris ar c'hotisassionou zo d'an dud da bêo, ha me oar-me…), 'n-ur ober pemp pla vefe 3,5 milïon fred 'zhpenn ba'r vro, set' labour 'vid tou'n dud. Normal é disfïañ ga chifrou sort-se, kar diwar toud ar cheñchamañchou-mañ teuy cheñchamañchou barzh an dalamprejou ekonomik. Med, n'é ket sod choñjal lar teuy dow chomeur diwar dri da gaoud fred divêtoc'h ga kement-se, skïant vad é kar sur-mat é !

Gwraet diwar an dra-he

Un tamm deus an artikl bet ka'et war : Insolentiae

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog