31/12/2016

Rekuperañ greun ur bod-lann ga ur parplu

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti A. deus Kareis. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me oa deuet am(añ) en, en 56. Me oa ba ur plass bihen ba Motreff. Ya ha ma ur jô ha pider beuc'h. Ha war-lerc'h oan deuet am(añ) neu'n ha pé oan am(añ) bilèn lann ga'r manèj

– Ah ya, ga'r jô ha…

Ya, a bilèn lann d'ar c'heseg, med 'benn ar fin oa emsa(vo)c'h d'un dèn lesk(en) ur park d'o(be)r voenn ha reiñ voenn d'ar c'heseg 'vid, 'vid, 'vid mond da, da zrailhañ lann bemde-bemde heñ !

– Ya, ya-ya

An dra-s(e) oa ur… Me meus soñj, ba-lec'h oan mevel, bemde war-lerc'h lein vise pilet lann, laket ba boutejou

– Ba bouteilhou vis(e) lak(e)t ?

Ya, ar lann

– Ah bon

Dram vis(e) pil(e)t, ya ha deus an noñs neu'n am(añ) oar, pa, pé… Me oa mevel hag ar patroñ neu'n lakè ar boued d'ar c'heseg 'benn a zigoueen 'ta !

– Ah ya, ya-ya, klêt meus an dra-s(e), ya

Ya

– Memes meus klêt lar pé oa ar lann en-fleur, an dra-s(e) blijè ket d'ar c'herseg

Nann

– Blam 'bet(r)a, c'hwe(r)o oa un tamm, kwa ?

Ouïon ket, ar lann oa mad da beke(d), da beke(d) le 15 août pe, le 15 avril pe gis-se 'ha ! Med ma vis(e) deuet ar fleur barzh vise mad

– Ha deus p(e)-lec'h tàè ar lann ?

Ah, hè vis(e) hadet !

– Ya, wa'r c'hleuñiou

Wa'r c'hleuñiou, ya. Hag e, toud ar lann vise rekuper(e)t ar mo(d)-se vise, vise drailhet toud da reiñ d'ar c'heseg heñ ! Hag ar c'heseg, joñj(al) a ra dec'h lar, lar bikè ar c'heseg, med ar c'heseg ga(v)è mad ar lann heñ !

– Blam dé had(añ) ar lann vis(e) rekuper(e)t ar greun kwa ?

Ya

– Pe-sort mod vis(e) gwraet ?

Ga ur parplu !

– Ah ya ! Klêt meus an dra-se

Ga ur parplu, vise lak(et) ur parplu ha vise hej(et) ar bodou, med daw vis(e) go(r)teiñ ken vis(e) aw-mad !

– Ya, petram gouee ket kwa !

Matre'n oun walc'h 'vid reiñ un anve dec'h

– Ah ya, bah an dra-s(e), an dra-s(e) vefe « formidable »

Med red é dec'h kaoud ur morzhol d'essañ

– Ya, med peus ket emm deus, deus an anne kin ?

Meus ket erf(er) deusouti !

– Kar faot ket din-m(e) laer(e)zh (a)hanoh

Nann, nann, med ma, ma (e)ma-hi ba-lec'h, ba-lec'h, lec'h oamp kustum da lak(ad) anèi, matre'n (e)ma ket ene kin, kar pfou… Peus kemed gweled, 'boe 56 oan deuet amañ ha an traou, an traou zo bet modernis(et)…

– Hardi, kwa

Re ! Re !

– Ya, re, re…

Re ! Ha delc'het vé d'o(be)r. Memes amañ zo un' yowank 'labour(a)d ahe, me wel hezh 'passe(al) ga benvijou ah(e) ha ouïon ket pet(r)a vegn heñ !

– Trakteurien oa deuet kwa

Oh ya ! Trakteurien c'hoazh, an dra-s(e), an dra-se oa… Med ar benvijou modern zo ah(e) breum(añ) da : Un ar eizh boem da droiñ-douar

– Un ar eizh boem ?

Ya

– Gast !

An dra-s(e) zo… Med c'hwi, c'hwi gaosev ar brezhoneg mad memestra heñ !

– Merssi doc'h

Yeo 'hat !

– An dra-s(e), klêd an dra-s(e) ra plijadur din-m(e)

Ah ya ? Ahaha !

– Ya, beñ kar me faot din-m(e) diskiñ brezhoneg blam dé gaoseo ga tud 'veldoc'h kwa !

Ya, med ga(v)i ket tud da gaoseo 'veltac'h 'benn ur pennad am(añ) heñ !

– Ya

Ga(v)i ket ! 'Benn ur pennad amañ. Me, me, 'benn vin ket kin ! Piw ga(v)i da gont(añ) brezhoneg ganec'h ?

– Bi zo lod deus an dud ha' zo tr(i)-ugent (v)la gaosev ar brezhoneg memestra !

Ya

– Petram, me meus disket ga un deñn ha' zo dowzeg (v)la ha tr(i)-ugent

Dowzeg (v)la ha tr(i)-ugent ?

– Ya, gantoñ meus disket brezhoneg Kleden

Ah ya ?

– Ya, heñw gaosev mad !

Oh ya ! Dowzeg (v)la ha tr(i)-ugent neus-heñw ?

– Ya

Ya hezh so, ya hezh so deg (v)la yowankoc'h 'vidon c'hoazh. D'ar mar(e)-s(e) oa evolussïon hardi kwa !

– Ah ya ! Bah, bi zo treou ha' houllan 'ziganoc'h, kar gouïed a rañw lar ouïè ket toud ar benvijou kozh

Ah nann ?

– Pé oa mouss vis(e) ket dornet an eost ga'r vreilh kin

Ah nann, ga'r vreilh, nann !

– Ha memes-mod, neus ket pilet ar lann ga'r c'herseg, med ga ur moteur-Bernard

Ah ya war-lerc'h, am(añ) vise gwraet ga'r manèj, vis(e)… Pé oan deuet am(añ), me ma prenet ur manèj ga mam b-propiétaire. Hag e, ar manèj 'h ee en-dro ha vis(e) diw varrenn-hou(a)rn ha tàè deus… Hag a vis(e) staget-houzh wa'r bilér(e)s-lann hag a…

– Ha oa ket un tamm « rotule » etre an dow, an diw varr(e)nn ?

Yeo, yeo, yeo !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h, doc'h ar « rotule » neu'n ?

N'é ket braw d'un dèn delc'h(en) joñj deus toud ar re-s(e) heñ !

– Ya, vern ket !

Med, med… Un dra oa ba beb penn deus ar barrennou-hou(a)rn oa, oa ur mod da, da, da lak(ad) anê da 'n-om douch(añ) hag ar reñ-s(e) zelc'hè troïñ

– Ha vis(e) ket, peus ket bet klêt lar(e)d « an tousseg » ?

Ah yeo-yeo-yeo ! An tousseg, ya

– Ha pet(r)a oa an tousseg, just ?

An dra-s(e) oa an tousseg ma peus c'hoant ! Ha ma peus c'hoant, ar mo(d)-se ! Ha ya… Am(añ) oa un' ha 'n heñi-ell neu'n tàè, tàè d'o(be)r a-ramp war'naoñ ar mo(d)-s(e) pet(r)a ! Ar mo(d)-s(e) an dra-se, pé 'h ee barzh ar mo(d)-se, oa ket libr kwa ! Vise red daoñ krog 'benn, 'benn, 'benn troïñ pet(r)a !

– Hag an tousseg vis(e) lar(e)t doc'h toud ar macheñ kwa ?

Ya, ya-ya

– Boñ

30/12/2016

Mond a ri ahann hag a leski toud war da lerc'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti Élise ba Skrigneg, assames oain ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
Élise



– Ma meus choñj mad, da « anniversaire », heñ zo mij-meurzh

Ah ! Mis-meurzh !

– Me moa skrivet un tu mennag, med ga(v)on ket ar paper kin…

Ahaha ! Ba fin mis-meurzh tre !

– Ya, med…

Ah, med 'benn-neuhe (v)o an nev-amzer

– Ya

Ya

– Ah, ar 21 ?

27 !

– 27

N'ounn ket pe-sort…

– Ha 'benn-neuhe vo moien da lared « ah beñ bremañ te zo pe(va)r-ugent la »

Ya, pevar-ugent la… Gast ! An de-se (v)o, (v)o evet ur bann'h champagn 'ha ! Aha ! Eh non de non ! Pevar-ugent la… Oh !

– Ugent la, eh choñj 'ta : Ugent la pider gwech !

Jilou 'ta ! Oh n'é ket possubl traou mod-se !

– Med te a ray 'vel Valentine !

Ya ma'hat-sur ! Ma'hat-sur

– Pe 'vel da da(d)-kozh

Ya, meh-mod 'vel ma zad-kozh. Med gwir é 'ha ! Chañs a meus abominabl gwel, 'vel oan 'lar(e)d dit, med me mé ket (a) boan nimb-lec'h e-be(d) !

– Ya, chañs peus

Hallon beañ pad an de pleget ba ma jerdrin da labourad ha…

– Med an dra-he i(v)e, pugur a res. N'é ket pugur a res é, 'feñ i(v)e pé oc'h pleget, n'é ket ur wech peus gwraet an dra-he

Nann !

– Nann, med depand a ra deus an dud 'e

– Ya, depand a ra

An dra-he zepand 'e

– Lod so gwraet solud a-walc'h memestra kwa ! Pe resistant !

Hag azhpenn-se, pé oamp yowank, me lar se vïe, meump bet labouret kaled ba'h ar feurm deja !

– Ha koulskoude ya, ya

Da-beked ma zri bla war'n-ugent oan ba'h ur feurm ha du-mañ oa ur pezh feurm ! Ha ma zad, pedur a'h ee lec'h-all, oa da labourad

– Ga e drakteur

Voilà ! Set(e) ni vije red demp, ar merc'hed aha(no)mp, o(be)r ar labour hag… Hag ur pezh feurm a oa ! Set(e) on bet abitüet da gregiñ barzh ! Se so kaos p(a) oan aet da Baris da zigentañ, houzoh walc'h, pudur oan aet da Baris goude, pa oan aet da vatezh da di les bourgeois : Me vije anouet ene ma haotr-kaezh-mañ ! Me vije inouet… Me lare da ma gwas deuh an noñs :

« Ma n'é ket spont memestra ! » Laron daoñ, « me vije kontant d'o(be)r un devezh-all goude ! »

Pa vijen e(rr)i ba'h ar yêr, pet(r)a oa din-m(e), houzoh walc'h, gwelc'h(iñ) un toullad traou ha o(be)r tammou boued d'ar reñ-he ?! Pa 'h arrïen da choñjal petra reen a-raog ba'h ar feurm ! Kompren a res ?

– Ya-ya-ya, kompren a rañw

– An dra-he oa ket labour kwa !

Ya ? An dra-he n'é ket labour é ! Pa vijen e(rr)i ba'h ar yêr, me oa prest d'o(be)r un devezh-all goude c'hoazh ! Ha me lare daoñ :

« An dra-he n'é ket labourad é kin ! »

Ohoho ! Heñ ? Hag a vïe lod à klemm blamour da, vijent bet ba, ba… Oh ! Me joñje amañ…

– Bec'h war o c'hein

« Ma n'é ket spont meme[stra] ! »

– Med me ma klêt un dra 'vid ar feurmou memestra ha amañ ba'r vro a lar an dud, alïes a-walc'h é ar re a'h ee d'o(be)r an devecher pe un dra mennaket barzh ur feurm, a lar a oa gwelloc'h, vije gwelloc'h, alïes vije gwelloc'h be ba ur feurm vihen 'vid ba ur feurm vras

Hañ !

– Pugur vije rôet neubeutoc'h ba'r feurmou bras 'vid ba'r feurmou bihen, drol é an dra-he kwa ! Ga'r re oa powr, 'benn ar fin, vije rôet mugnoc'h (a) voued dê pe…

Oh, med med ! Daon ! Goûd a houz(e)s walc'h, barzh ti ur powr vi gwelloc'h deut dalc'hmad 'vid ba ti un dèn penvi(di)g !

– Ya

Se zo kaos 'h eint penvi(di)g 'è !

– Ya, ahaha !

– Ahaha !

Ahaha ! Kompren a res ?

– Ya-ya-ya-ya

Oh ! Med partoud (e)ma mod-se kont !

– Ya, med memes brem(añ) heñ !

Me wel toud, pa lennoñ ar levèriou ha toud ar re zo 'vale-bro, heñ ? Hag a lennoñ 'nê, pudur blij diñ lenn les bibliographies hag a vé gwraet beb-sort mod… Ha toud a læront, pa 'n-om ga[vont]… Pe-naos a vent digemeret barzh tud ha neugn deja poan o-hun !

– Ya

Ha lod-all zo ga an owen deus toud an traou !

– Re-wir é !

– Memes amañ 'vid ar c'h-Croix-Rouge ha traou ar mod-se

Pah !

– Ar re a ro ar mugnañ toud, zo re-bowr…

Ya-ya-ya-ya-ya-ya ! Vé, ve… Med partoud (e)ma kont

– Med matresse ar re-bowr oar 'e lar zo, la toud an dud zo gouest d'ond-powr kwa ! Pa ves penvidig, 'benn ar fin boñ… « An dra-he zigoueo ket din kwa ! »

Ya, ah nañ-nañ-nañ-nann ! Holala ! Ha koulskoude pa 'h a an nen da joñjal, ma Doue ! Mond a ri ahann hag a leski toud war da lerc'h !

– Ya

Toud war da lerc'h ! Na 'h ay mann e-bed ganes ! Memes te chomo ahe ma ves ket kasset ! E-se gwel a res, heñ ? Trist é pa'h a an nen da joñjal ha gweled pe-naos é stag an dud ga o zraou !

– Ga o zraou, ya. Med amañ vijent ket re, pugur vije ket morailhet an norejou…

Oh nann 'ha ! Ah nann 'ha ! Ha me 'h a alïes d'ar bourk 'ha ! Ha neuhe rañw keme(d) cherr an noñr, na brennoñ ket 'nèi. Ma ! Mod-se neuhe n'o ket torret ar loked !

– Ahaha !

– Ahaha ! Ar loked an-heñi a gont !

Eh ! Ha lod lar din 'ha :

« Oh ! Te larfes ket se ma (v)efe làeret da draou ! »

« Eo-eo ! » Laron dê, « neubeutoc'h se mo da dorchañ ! »

– Ahahaha !

Ahaha ! Neubeutoc'h se… Pudur eh ! Toud ar pezh so ahe, ar c'hozh traou zo ahe toud, den e-bed no emm deusoute ! Pudur ar re-yowank so bremañ, ma merc'hed-bihen ha ma merc'h, a reñ-he (v)o kass(et) toud… Mod-se (e)ma kont, pudur bremañ so cheñchamant, houzoh walc'h hag ar reñ-h(e) so toud a 'n-om, a 'n-om… Pet(r)a larin-me dit… A 'n-om lojañ ha 'hond da delc'hen tammou bitrakennou ! Lec'h ar reñ-he so meubl solud ! Ar reñ-he, goude votisenni 'nê, ar reñ-he cheñchint ket ! Ahaha ! Ar re-h(e) so solud ahe !

– Nann, med te lar an dra-ha, med du-mañ zo ur bufed ha' oa da ma mamm-gozh !

Hañ beñ bon !

– Med laret a vé 'e : Brañsigellañ ra ar meurb(l) pa n'é ket, pa n'é ket braw, pa n'é ket solud ?

Ah bon ?! Ar re-mañ vrañstigellont ket !

– Ah, med laret a vé « brañsigellañ » ?

Meus ket bet klêet… A-blassou vrañstigellont, ya, ga'n arc'hant zo barzh ! Ahaha !

– Ahaha !

– Ahaha !

Ahaha ! Oh biskoazh !!!

– Med ba Skrigneg ma klêt ga ma zad na klêt ga ma zad-kozh : An arc'hant trousellañ ba ma, ba foñs… ? »

Ah ya ! Foñs ma godellou !

– Trousellañ ?

Ya !

– Ah ya

Ah ya !

– Ka(v)et meus ar gomz galleg !

Hañ

– « Tintinnabuler »

Opala !

– Trousellañ

Hañ ya !

– Med farssus é, pugur pa vé laret geriou mod-se e galleg, an dra-he ra…

– Gran !

Ah fi ya 'ha !

– Ba-kichenn pa vé laret e brezhoneg…

An dra-he ra ur brank uhelloc'h ! Ahahahahaha !

– Ahahaha ! Ba'r memes gwênn (e)momp, med pass ba'r memes brankenn !

Nann ! Ur brank !

– Pass ba'r memes reñk !

Ur brank uhelloc'h…

– Pet(r)a lare an dud a-raog : Ah ! C'hwi (e)moc'h ket ba ho reñk !

Ah nann ! Oh daon ! Gwich-all oa… Hoho ! Beñ didoñ !

– Ar reñk oa emportant dê neuhe

Ah me gav diñ, ya ! Ar reñk… Memes ar, me meus bet klêet ma mamm-gozh à lared demp, pa vije 'kaoseal deuh ar reñk 'è : Ar merc'hed, deuh an dantelezh vije, ar ledaner deuh an dantelezh a vije deuh o mañchou

– Ya

Sinifïe : 'N hi(ni) nije keme(d) un tamm dantelezhenn vihen, hezh oa ket gwal uhel ! 'N hi(ni) vije… Tu te rends compte ! Heñ ? Deuh an dantelezh vije warne vije gwraet ar reñk !

– Ya

Ya ! Hag e-se ! 

29/12/2016

Tennañ mouded ba bro ar viser

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba-ti R. ba Brennilis. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/172620090 



Pet(r)a gontin dit neuhe ?

– Beñ komañs gan ar c'homañsamant, ma peus c'hoant ?

Deuh ar vuhe ?!

– Ma peus c'hoant, ya

Of… Pet(r)a gontin dit ?

– Pe-lec'h out ganet ha-toud ha…

Me zo… Ba-amañ on ganet ba'r gêr-m(añ)

– Ba'r gêr-mañ ?

Ya, ba Brennilis 'ha ! Ar bla(v)ezh c'hwec'h war'n-ugent, sete mil naw-c'hant c'hwec'h war'n-ugent hag oun bet amañ da-beked pemp pla ha da-houde oan aet Plounevez-ar-Vaou hag ba Plounevezel on bet 'ha ! Ha deuet en-dro amañ da Menez Arrée neuhe, da vro ar viser ! Amañ é bro ar viser… Ahaha !

– Bro ar viser, ya

Ah yeo-yeo-yeo-yeo ! Bro ar viser 'hat !

– Hag out deuet en-dro memes-mod ?

Deuet en-dro, dre-forz kwa ! Pegur ma tapet, ma un ti ahe hag a neuhe, pegement oa deuhoutoñ ? Tri devezh arad douar, setou oa ket kalz heñ ! Un tamm oa da gomañs (me)mestra, pegur 'n (hi)ni na nitra oa falloc'h, oa ket ? Sete  (a)bowe on bet chomet ahe. Ha pa oamp ba Plounevez ahe oa, oan eizh la 'benn oan aet d'ar skoul, oamp c'hwec'h kilometr deuh 'r C'hastell-Nevez, c'hwec'h deuh Plonevez ha c'hwec'h deuh Landelo ! Oa ket moien da gass (a)ha(n)on d'ar skoul, oa ket arc'hant da gass an dud d'ar skoul !

– Re bell (e)vid mond war da dreid kwa !

Ah ya ! Ya-ya ha da-houde oamp aet, ar bla(v)ezh pevar ha tregont neuhe oamp aet da, da Blounevezel hag ene oan tost d'ar skoul

– Setu raog an oad a eizh vla n'out ket bet kasset d'ar skol ?

Ah nann-nann-nann !

– Pe-naos peus grwaet da gont neuhe (e)vid diskiñ ?

Ah beñ pé, c'hwec'h la on bet ba'r skoul, c'hwec'h la ha ma bet ar sertifikad, ma ket bet redoublet gwech e-bed ! Ha da-houde neuhe, oa 'n dud, deuet ar bresel, sete pa oa aet an dud d'ar bresel renken chom ba'r gêr ! Me oa ga ur, ga ma mamm-gozh on bet sa(v)et, da zivé. Hag ma yontr oa aet d'ar bresel en, ar bla(v)ezh naw ha tregont ha oa ket deuet d'ar gêr ahann ar bla(v)ezh dow-ugent kwa ! Sete oan formet, chomet ba'r gêr da labourad, da chikour ober 'r labour kwa !

– Ha du-he ba Ponvel pe… ?

Amañ !

– Amañ

Amañ, ya-ya-ya ! Ha da bevarzeg la da-houde, pé oa deuet-heñw d'ar gêr deuh ar bresel, oan aet da labourad ha da dennañ mouded ga(st) ! Ba'n dourbierenn zo kaoud

– Ba'n yun

Ba'h ar yun ahe gast ! Tre war-lerc'h Forhan

– Ah boñ ?

Ya

– Med matresse, pell out chomet d'ober ar vicher ?

Ur bla ! Ma gwraet pe ur sêson ma bet gwraet barzh

– Matresse hellfes kontañ din pe-sort mod 'h ee en-dro labour ar mouded gwech-all ?

Ah ya ! Goûd a hounn pe-naos vise gwraet ha !

– Ya, pugur peus bet gwraet

Med an dra-he vise tennet hag a, ah ya ! Vise diw blac'h war da lerc'h neuhe 'lakad 'nê da sec'hiñ, 'tougen 'nê ga'r c'hra(v)azh, oa ket droad dê d'ober ga'r vorc'h, ar re ar vro amañ ree ga'r vorc'h 'vid kass 'nê da sec'hiñ hag ene renkent kass 'nê ga ur c'hra(v)azh, un(an) krog pep penn, dougen 'nê, an dra-he oa pounner da zougen ! Ha vise diw blac'h ober an dra-he

Ha da-houde visent… Pé visent sec'het neuhe visent digass(e)t da vord an hent, da vord an hent 'h a da Vraspar treuss(e)g, dac'h Forhan da-beked Braspar 'ha ! Ha da-houde visent kasset neuhe 'vi(d) ober tan ba'r c'hêriou, me n'ounn ket de be-lec'h 'h eegn da-houde…

– Med Roger, da biw oa an dachenn neuhe ? Da biw oa ar mouded ?

Ah beñ d'ar c'hont de Kergueven

– Ar maner zo war hent Lokeored ahe ?

Ya

– Ha toud an douarou oa dèoñ ?

An dourbierenn oa dèoñ ! Hoñzh oa bet esploatet pad ar, pad ar bresel pevarzeg kwa ! Hag an dra-he oa un dachenn, ya, med an dra-he oa bras ! D'ar re-he oa, gast ! Me meus ket, pe-sort, pe-sort ano oa ar c'hont ? Ma ! Me meus bet gouïet hi ano gast !

N'ounn ket dig-hañw oa dèoñ…

Ah yeo-yeo ! D'ar c'hont oa ! Ha hallche, hag é dèoñ (a)taw ka(s)i-sur !

– Ha hennezh a werzhe d'an dud pet(r)amant… ?

D'un m(e)nnañket, ya ! D'an dud ya, da dennañ ! D'ar re ar vro amañ war-lec'h oa echou, goude oa echou an antrepris ahe, me zo bet 'tennañ barzh da-houde ma-hun, vise gwerzhet dit tri vetr da dennañ, me n'ounn ket pegement ar metr 'ha oa 'è… Pa ket droad da denn(añ) mignoc'h (e)vid da gont hañ !

– Ha pe-naos vichent troc'het neuhe, an tammou mouded neuhe ?

Beñ ga'r bal ! Amañ zo ur bal (e)vid tennañ c'hoazh

– Ah boñ, damaig vo diskoueet 'nèoñ

Me n'ounn ket, an troad so torret barzh ! An dra-he oa spessial (e)vid tennañ mouded, ar re-he droc'he 'vel ur rasouar. Hag ar re-he oa bet choñj tenn essañs deus an dra-he pad ar bresel ha n'eint ket bet gallet o(be)r

– Bresel kentañ pe an eil ?

An eil, an eil, ba'r bla(v)ezh un' ha dow-ugent ha dow ha dow-ugent !

– Gan ar boched neuhe ?

Nann-nann-nann-nann ! An dra-he oa un antrepris frañsè, dre Bont-ar-Veusenn oa deuet d'ober an dra-he, ar re oa labourad ba'r poultr ha pa oa cherr(et) ar poultr, an usin-poultr, oant digasset d'esproprïañ ar mouded d'ober, d'ober mouded ahe, ya… Med an dra-he zo traou ha' zo kozh ! Ya

– Setu da, pe-sort mare deus ar bla vichent tennet ar mouded neuhe ?

Eh beñ, hègn a ree, amañ vise tennet ar mouded ba mis-ebrel ha neuhe mis-mae. Ha sec'het ha digasset d'ar gêr, pé vise mad ar bla a visent digasset ba fin mis-ar-voennou, fin mis-ar-voennou, 'feñ fin juillet vé laret deuh an dra-he, fin mis-ar-voennou ! Ha pé vise fall, a-wechou vise daw kerc'had 'nê ba

Octobre

Octobre, an dra-he oa ur vicher labour(u)s heñ ! Hoñzh é ar bal-tennañ-mouded sè ! Oa un troadad-metr barzh ha' droc'he 'nê hag ar maes hag ar maes hag ar maes… An hin(i) laboure founnus denne kalz, an hin(i) laboure ket kalz ree nintra kwa !

Ya-ya ! Hoñzh so ur bal, ahe (e)ma 'ha ! Ahe ur souvenir ! Ar re-he zo traou hag ar re-he vise uset toud 'vel, 'vel ur machin, ar re-he droc'he 'vel ur rasouar 'ta, bremañ ra ket kén ! Med an dra-he a vise go(v)el(e)t, vis(e) ket, vis(e) ket lesket da verglañ tamm ! Gwel a res so traou zo bet chomet c'hoazh mesk an dud 'e

– Ah ya hag a viche labouret hed an dei neuhe ? De pad an de

Oh ya daon a'ha ! Me 'h ee war ma zroad ahann, 'h ee da c'hwec'h eur ha da bemp eur hanter pe da c'hwec'h eur 'h ee war ma zroad, ree pevar, pevar gilometr bennaket reen d'ond da labourad ! Med ahe oa bet gwraet ur c'hantin(e)n da-houde hag a vise debet da greis-te barzh

– Ha keme(nt)-se a dud oa 'labourad neuhe ?

Oh kalz 'ha ! Oh matresse, me n'oun ket gouest da lar dit… Toud re ar Vouilhe oa barzh ! Ha re Brennilis amañ, ar re oa yowank. Matrehe…

Ha re Bont-ar-Veusenn

Hag re, Pont-ar-Veusenn oa toud, ar re-he oa deuet ahe toud ha' vise, na bet kemeret tïer ahe ha' jome ahe surplace, ba'r plass, ya

– Pe-geid amzer na padet an afer-se neuhe ?

Oh ! Tri bla bennaket pe pevar, med me meus ket bet gwraet 'med ur bla barzh, oa ket pêet kér an dud ! Dow-ugent lur bemde a honeen memestra hag ugent real a gouste ma lein din, (me)mestra oa ket ken vall-te !

– Hag rôet vije dit memestra mouded da 'n-em dommañ ?

Ah ! Pé vïen 'labourad ene ?

– Ya

Ah, vise ket !

– Ha pa ket droad da gemer ?

Ah nann-nann ! Amañ oa, amañ oa tourbierennou tre-kichenn, kichenn kêr am(añ). Oh, re ar Vouilhe vise toud 'tenn mouded ahe, ur c'hil[ometr], dow gilometr ahe, ba-lec'h ma Les Trois Pins vé gwraet, te n'ouzes ket pe-lec'h (e)ma an dra-he ?

Ar re-he teue da gerc'had mouded ahe da re ar Vouilhe, toud re ar Vouilhe, re Gerber, re Kervragain, toud ar re-he ! Ya, sete nin denne an dra-he hon-hun ha vise tennet mouded ahe, ya-ya ! Mod-se oa ar vuhe tu vois

– Ha amañ viche tommet gan mouded i(v)e ?

Ha toud ga mouded !

– Blamour oa ket keuneud pe… ?

Beñ, oa ket ka(v)et, ar c'heuneud zo, vise ket droad da, oa ket droad da douch deuhoute ! Ar c'heuneud a oa, ar re-he oa, oa… Pet(r)a vise gwraet deuh an dra-he ? War ar fermachou, vis(e) ket droad da droc'h an derw (ne)med ar brankou deuh ar gwe beb naw bla hag an haleg beb c'hwec'h la ! Sete ba-lec'h oa un tïegezh bihen oa ket kalz koat, nann

– Setu an dud oa rikouret gan ar mouded neuhe ?

Ah ya !

– Med an tan, pe-sort difer's oa ga an tan-koat ha tan-mouded neuhe ?

Beñ, an tan-mouded bade pell 'è, padañ pell… Med c'hwezh ar mouded vise ga an dud wechou ! Ahaha ! Ar mod-se vise laret, ar merc'hed amañ na poan kaoud ur gwas ablam vise c'hwezh ar mouded gate… Mod-se vise kontet ahaha ! Ya-ya-ya ! Mo(d)-se oa ar vro paotr !

– Hag a lesket vichent da sec'hañ neuhe pad, pad an hañw toud kwa ?

'Benn vise deuet ar fin, fin mis-gouere oa gleet bet cherreet 'nê, pé vise mad ar bla ! Ha mod-all vise daw go(r)tos wechou mis-eost pet(r)amant mis-gwenngolo, a-wechou-all on bet 'kerc'had 'nê ba mis-here, ya. Sete an dra-he vise ket gwraet, an dra-he vise gwraet deuh mod ar bla heñ ! Med hoñzh oa ur vicher sterd d'o(be)r ! Hag am(añ) vise daw dougen 'nê toud ba, ga'r sac'h 'benn, 'benn digass(ed) 'nê ba-lec'h a vise kaled kwa ! Pugur… Ha renkes o(be)r ga'r sac'h beked dow-tri c'hant metr war da gein, ba un tamm gwinojenn vihen c'hoazh, tou(e)sk an toullou ! Ha digoueet ba'n toull… Oan bet 'tenn ur plac'h maes ur wech ha' oa koueet ga'r sac'had-mouded barzh, penver oan digoueet ene oa bet beuñet, koueet ba un toull, ar re-he oa toullou oa don heñ ! Da-beked tri metr donded 'ta 'ha oa…

– Ha beuet oa bet ?

Oa ket oa ket !

– Oa ket ?

Ah ga(st) ! Ma tenn(et) 'nèi maes penver-se oa bet beuñet barzh

– Ha mod-all oa

Ah oui-oui ! Pass, oa ket gouest da zond-maes

– Ar re-mañ oa leun a zour neuhe ?

Ah ! Leun a zour !

– An toullou se

An toullou, ya. Ar re-he vise tennet ar bla-m(añ)… Kompren a res ha da-houde an dour teue memes, memes surface ! Ba'r memes ingaliñ kwa ! Hag ar bla war-lerc'h vise gwraet un toull ba pelloc'h kwa ! Amañ oa esploatet an dra-he ga an dud o-hun, an dra-he oa, war-lerc'h 'n (hi)ni zo ba penn-all ahe zo bet gwraet, ahe oa ket droad d'o(be)r toullou ! Ahe renkent (ne)med tennañ deuh ar renk kwa ! Med amañ oa kimed toullou toud !

Med an dra-he na bet protest(et) an dud pé oa bet esproprïet, pugur oant bet ba Kastellin c'hoazh. Pé oa gwraet ar barraj ahe, oant bet aet da Gastellin da brotestañ, ene oa ar poent ba Kastellin, pet(r)a vise gwraet oa, an tribunal oa ba Kastellin 'ha paotr ! Koll(et) oa an dra-he, kollet toud ar pezh oa 'h ober tan, oa ket ? An dra-he oa ar matière première vise gwraet deuh an dra-he, n'é ket ?

– Ha te peus gwel(e)t sevel ar barraj neuhe ?

Ya

– Pe-sort blavezh oa ?

En 38 oa echüet, dow vla bennaket bet 'h ober, 'h ober (a)nèoñ ! Hag an dra-he zo gwraet toud paotr, me ma ket bet gwel(e)t bétonnière (e)-bed gwech e-bed, toud ga'r baliou, ar baliou… Tud, tud 'vesk ar simant kwa ! Bremañ zo traou ahe (e)vid ober, med d'ar poent-te ga'n dra-he zo bet gwraet, pugur vise gwel(e)t ar paliou-chimino, vise gwel(e)t deuhoute, oh ya ! Par cent… 'Zhpenn kant re-uset, matrehe ba ur mis kwa ! Set' un' bennaket nïe renk(e)t labourad gate, nis(e) ket gav dit ?

Med me meus gwel(e)t 'h ober anèoñ, med me oa ba, oan deuet d'ar skoul amañ d'echüiñ 'ta kwa ! Ya-ya, med an dra-he oa echou ar bla(v)ezh eizh ha tregont kwa !

– Pegement a dud zo bet 'labourad ba hennezh neuhe ?

Ba ar centrale-te ?

– Ya

Oh ! Matrehe pe(v)ar pe pemp kant

– Deus pe-lec'h neuhe ?

Ah deuh partoud hañ ! Ha kalz deuh ar vro kwa ! Ya, diw ostaliri oa ba, ba-lec'h oa gwraet ar barraj ba Nestravel, diw. Sete oa bet kalz tud 'h ober (a)nèoñ kwa !

Med me meus choñj, pa oan ba'r skoul en 38, oa bet deuet un avel paotr-powr ! Avel walc'h so, med boñ… Hag oamp kasset toud, re ar skoul, da wel an dour 'tond dreist ar barraj, an dra-he ree ur sakre impression heñ !

Med da-houde an dra-he pa oa echu, an dra-he oa ket emm an dud kén… Oa kim ur gardïen 'ha ! Ha neus gwraet toud i amzer ahe, 'n hi(ni) zo bet 'tiwoull ahe.

Ar paotr so ahe (a)taw, med mod-all ar barraj da-houde, nin ouïe nintra (e-)bed neuhe, pe oa echou oa echou kwa !

– Pad an amzer-se na rikouret an dud memestra, pugur se oa blavechou sterd a-walc'h (e)vid ar labour-douar ga'n dra-he ?

An dra-he oa sterd d'ar poent-te !

– Blavechou tregont neuhe

Ya, med ar re, re Nestravel ahe oa 'n-om jalañ blam oa aet o douar barzh

– Ah ben ya

Pugur oagn tost

– Kollet toud ar mouded hag an douarou, oa keme mouded kwa !

Ah, mouded !? Deus an douar, douar-all oa 'e

– Douar-all, douar mad oa i(v)e ?

Ya-ya

– Da-heul

Be oa hini mad hini vall, kalz douar oa aet gate, med me n'ounn ket pegement, n'onn ket ma n'é ket… Oh ! Ped hektar ? Pemp kant bennaket…

– Pemp kant bennaket oa skrivet war ar machin, ar skritell ahe

Ya, ya-ya. Ahe é bet deuet an treñ da gerc'had mouded tre da-beked, da-beked ar lec'h oa an dourbierenn 'mon 'lared dit ahe. An treñ, pad ar bla(v)ezh pevarzeg, pugur an treñ bihen 'h ee deuh, deuh… Deuh Brennilis amañ d'ond da-beked ar Vouilhe kwa ! Ahe oa an hent-houarn hag ur pont so ba, ba'r… Ba'h ar lenn c'hoazh ! Ha n'é ket kouêt c'hoazh

– Ah ya 'ha ! P(e)-lec'h oa ar pont just ?

Beñ, ijelloc'h (e)vi(d) an dourbierenn

– An treñ teu deus Braspars heñ ? Braspars-Lokeored ha war-lerc'h…

Ah, dac'h, dac'h Brennilis amañ 'h ee ! Deuh ar gar Brennilis, ahe oa gwraet ur… Med an dra-he meus ket gwel(e)t heñ ! Meus ket gwel(e)t (ne)med ar pont kwa ! Pugur me oan ket ganet d'an ampoent-te, ahe oa gwraet an dra-he (e)vid digass(ed) ar mouded deuh an dourbierenn da-beked gar Brennilis amañ. Med an dra-he oa bet esploatet neuhe ar bla(v)ezh pevarzeg kwa ! Ya

Med an taol divé oa bet gwraet 'e, oa bet lak(et) ar railhou barzh, med an dra-he oa bagoniou ha' vise daw poulsañ 'nê ga tud kwa ! Puntañ 'nê dre dud kwa ! Pugur ar c'heseg oa, an dra-he oa douar gwag, oa ket moien d'ond ga keseg neu'n a'ha !

Yeo ! Pé vise deuet war ar c'haled da-houde vise staget ar gaseg deuhoute. Ar vieux Charles ahe oa deuh ar Vouilhe, hezh oa charritour hag hezh so bet 'tigass(ed) mouded ahe ga i geseg, stag anê war 'r bagoniou kwa ! Da zond da-beked an nec'h demp da dap(añ) an hent

– Da-lared-é, ar mouded a lake ur bern tud da vevañ memestra ?

Oh ! Kalz, ya

– Dister matresse, med moien oa da labourad kwa, diwar an dra-he

Ya, ya-ya-ya !

– Med pegement a un', a 'n-om domme gan ar mouded ? Pegement oa daw kaoud (e)vid ar bla ?

A-peu-prè amañ vise gwraet tri devezh tennañ deuh un dèn, un dèn kapab kwa ! Un dèn ha' ouïe, oa founnus da dennañ kwa ! Tri devezh, dow, tri garrad ba'r c'hirri-houarn neuhe, tri devezh tennañ a-peu-prè ha lod a ree pemp-c'hwec'h, lod-all seizh… An hi(ni) vise kalz moc'h gantoñ oa forsset da boahad ha da gaoud mignoc'h mouded kwa ! Sete oa kalz traou ba'r vro hag a n'eint ket, brem(añ) n'eus nintra vad kén, nann 'ha !

– Med an dra-he, tennañ mouded, neus padet beteg, beked ar blavechou… ?

Oh ! Amañ, oh ! 'Benn oa deuet ar bla(v)ezh hanter-kant ahe oa bet aretet

– Ga toud an dud ?

Ga toud 'n dud, kar oh ya ! Un' oa ba'n Nestravel ahe a denne an divetañ, heñw na bet gwraet ba ur prad, na ka(v)et mouded mad barzh ha nise werzet d'an dud, ya. Med ar re-all da-houde, an dra-he oa poañgnus, re boañgnus oa ar mouded c'hoazh, an dra-he oa poañgnus 'ha ! Ma vise bet gallet mond da gargañ 'nê war ar plass, med pugur laron dit vis(e) daw dougen 'nê ga'r c'hein, brem(añ) n'ees ket lak(ad) an dud d'o(be)r an dra-he kin

– Ar re-he oa mouded du neuhe ?

Du ya

– Mouded-kign oa ket dre-amañ ?

Yeo ! Mouded-kign vise troc'het, med ar mouded-kign 'h ee ga'r varichaled, toud ga'r varichaled

– D'o(be)r pet(r)a neuhe ?

Ah beñ an houarn vé laket war ar roud-karr, an houarn gwech-all oa, oa houarn 'ta ! Ha oa tommet toud ga mouded-kign heñ ! Hag ar re-he renke dalc'h an dra-he ba an tan 'benn ruiañ 'nê gwech-all, matrehe un devezh ga an tan, ar mouded-kign vise ar varichaled 'kerc'hed 'nê deuh Plounevez vise tud, deuh a Leon, deuh partoud vise tud 'prenañ mouded-kign !

Med ar mouded-kign oa troc'het ga ur varr, ga un trañch bras ahe kwa ! Ar re-he oa aessoc'h ! Ba-lec'h oa ar mouded-kign oa moien d'ond ga'r c'harr da gargañ 'nê ha lec'h oa ar re-m(añ)-all, an dra-he neus ket moien d'ond kwa ! Nann. Ar varichaled a implije kalz traou neuhe d'ar poent-te 'benn, 'benn lak(ad) an houarn war ar roujou-kirri heñ ! Ya

– Blamour an tan kwa ! Tan ar mouded-kign oa, an dra-he zeve goustadig kwa !

Ya

– A bade pell kwa ! Ha ne domme ket re

Domme ket re, oho ! Ar re-he renke be tomm heñ ! Oh, ken vise gwenn 'benn vise laket, ar re-he na ur gwal vicher ober an dra-he. Hag an tan neuhe a bade dow-tri devezh pa vïent o(be)r, sete oa nintra (e-)bed la oagn ket gouest da ramplass(añ) ober an dra-he ga nintra. Da zimarriñ visent ga koat ha da-houde pe vise partïet ar re-mañ oa kimed mouded toud. Ya 'ha ! Ma ! Ar mod-se oa… Pet(r)a larin dit gwelloc'h ?

– Hag a tan ar mouded-du mod meus klevet lared oa reiñ kalz a voged kwa !

Moged oa kalz

– Moged oa kalz, ya

Peus kimed selled deuh ar jiminalou, ar re-he, ar re-he vé chom du ataw, an dra-he so traou oa gwraet, oa gwraet espress blam ar melladou chiminalou (e)vid o(be)r tan-mouded. Amañ zo chiminalou bras kasimant partoud paotr !

– Ablamour d'ar mouded justamant, an tan neuhe

Blam deuh ar moged

– Blam d'ar moged kwa

Ya

– Ah ya didoñ !

Blam d'an dra-he

– Ouïen ket

An dra-he oa gwraet bras (e)vi(d) an dra-he kwa ! An dra-he zo vel ar chauffage brem(añ) so central, med d'ar poent-te oa ket kwa ! Oa kim an dra-he (e)vi(d)…

– Beñ, ba'n Irland, goûd a res, so sañtraliou ha' gerzh gan ar mouded

Ga'r mouded 'è ?

– Ya, pugur n'eus kemed, n'eus kemed an dra-he ba, ba kornog ar vro kwa ! Kost ar c'huzh-heol heñ

Nann-nann-nann, klêt meus bet, klêt meus bet an dra-he

– Ah, an dra-he so gwir, gwelet meus sañtralou mo(d)-se, med…

Ya, oh ! Med ar moudeg oa mad d'o(be)r tan heñ ! Ha da-houde ar moc'h oa hag ar saout, pé vise gwraet gwelien dê, an dra-he oa poahet toud ga, ga mouded kwa ! Oh, daw vis(e) d'an dud ober reserv hag amañ, a laron dit, ar c'hoat oa ket d'ar poent-te ! Brem(añ) zo, zo deuet koat sur, pugur n'eus ket (a) dud kén pet(r)a ! D'ar poent oa kalz tud ba'r vro, ahe oa ket (a) goat 'è ! Ar c'hoat oa un dra, ur benvidigezh dija, ya

– Setu an dud renke ober gan pezh a oa kwa ! Hag a selled pizh kwa deus…

Deuh ar pezh a oa

– Dac'h ar pezh a oa kwa heñ !

Aha ! Ya-ya !

– Hag a nompass chetañ, gaspilh(añ) an traou 'vel…

Vis(e) ket chetet nintra (e-)be(d) !

27/12/2016

Krog ba'r labour en-dro

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet un tamm bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me zo bet tri bla 'h o(be)r ma dro !

– Ba p(e)lec'h ?

Ba… Oh, un tamm partoud heñ !

– Ya ?

Ya ! Ba'n Aljeri on bet 'e, treus ar mor kwa !

– Ya !

Ya-ya, mod-all… ouais ! Pé oa gwraet ar centrale on bet 'labourad 'barzh 'è ! Me zo bet 'labourad ha 'h ober an entretien deus, deus an tïer ! Ma'hat oa… Deg ha pevar-ugent ti oa ! Ha oan 'h ober an entretien, riñs(añ) ar goutierennou ha renk(añ) an traou kwa, ya ! Ha bet oa bet oa echuet goude oa, oan bet 'chikour difregad ene un tamm bihen 'e ! Hag e-se meus aneet an eil, deus an eil penn d'egile kwa…

Bowe, bowe on ganet on bet (e) Brennilis heñ, kajiman heñ ! Med toud, 'med 'h o(be)r ma goñje, me yee-kuit kwa ! Ouais, pé oan dimeet oan, ar wreg oa deus Brest, oan 'choñjal mond da labourad da Vrest, me(d) pegur oa labour ba Brennilis oan chom(et) (e) Brennilis !

– Pet(r)a peus gwraet ba Brennilis neuhe ?

Me zo bet 'h o(be)r… Plâtrier da gentañ on bet 'h o(be)r ! Goude me 'h o(be)r carreleur, massoner ! Un tamm da doud heñ ! Euh… Toer !

– Toer …

Charpentier

– Ah ya !


Un tamm deus a doud kwa !

– Ha c'hwi zo Yann-mil-vicher !

Ah ya ! Yann-mil-vicher ! Ya-ya !

– Ga pet(r)a vije labouret (e)vid o(be)r toenn amañ, (e)vid toennañ an ti ?

Ah amañ, amañ oa toennou mein-glas toud heñ ! Amañ vïe ket, vïe ket, oa keme(d) mein-glas ! Hag fibrociment war, war… War ar lojamañchoù kwa !

– Oa ket traou-all gis, pe-naos vé laret, bro(e)n ? Vije ket …

Euh, me n'on ket bet 'h o(be)r an dra-he (aha)non gwech e-bed heñ ! Nann-nann, na an tewl n'on ket bet 'h o(be)r kalz 'è !

– N'eus ket kalz …

Un tamm, un tamm bihen, un tamm bihen…

– N'eus ket kalz deusoute, ba'r vro, nann ?

Nann ! Nann, n'eus ket kalz hañ ! Amañ, amañ é re gwleb (e)vid lakad, lakad chaume war an toennou heñ ! Oh ya ! Ouais, bad ket pell 'è ! Dond a ra da vreiniñ, pegur é, zo re glô kwa !

[…]

Oh ya ! Me zo ba'r skoul heñ ! Med neuhe oa kalz tud ba'r skoul heñ ! C'hwec'h klass oa ba Brennilis d'ar poen(t)-se ! Ha goude oan aet da Vrest da, da zisk ar… Skoul ar bâtiment kwa !

– Ha gou(de)-se oc'h bet ba Aljeri ? An Aljeri ?

Euh… ya ! Ya, ene on bet 'h o(be)r un tamm tro !

– N'é ket bet re sterd 'n ene ?

Oh, un tamm bihen 'è ! Tamm bihen, tamm bihen… Ya

– Pet(r)a peus gwel(e)d ene ?

Heñ ? Of…

– Traou ?

Ya ! Ya, ya-ya, ya… Me n'on ket bet pell-pell, pugur me zo gwraet kalz deu(s) ma goñje ba, ba'r Frañs, pugur ma ur breur ba du-h(e) !

– Ah ya !

Ba, ba'n Aljeri ha vé ket kasset dow vreur gwech e-bed assames !

– Ah nann ?

Nann, ah nann ! Gwech e-bed, nann ! Ha pé oa-heñw 'tond en-dro, me oa 'hond ba, oa 'n-om ga(ve)t ba Marseille ! Hag e-se meus ket gwraet kemend 'vel ar re-all kwa !

– Ha goude-se oah distrô(e)t amañ hag e oa sa(v)et ar « centrale » !

Ya-ya ! Ouais ! Ha krog ba'r labour en-dro pé oan deuet en-dro ! Bowe zo pell zo deja heñ ! Me zo retred bow(e) bla(v)ezh dow-vil ! Hag e-se zo ur c'hrogad so deja heñ !

– Ha pet(r)a res bremañ ?

Oh, euh… Of, 'n-im okup(iñ) a ran un tamm bihen 'è, oh ya ! Oh ya ! Ouais, wechou 'h an da jikour ar c'hamaraded d'o(be)r un dra bennaket 'e ! Da ziskeus dê pe-naos vé gwraet kwa…

– Ya

Ar labour, ya !

26/12/2016

Go'eled war an daol-anne

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied, assames oain ga ma mamm (deus Plouïe) ha be oa 'e N., merc'h J. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
Ma mamm
- N.



– « Mond da (ho)veled », an dra-he peus gwraet ? « Mond da (ho)veled an oustilhou »

Go(v)eled ?

– Ya

Ah yao ! Ahe vé lar(e)t go(v)eled 'e

– Ah ya, go(v)eled

Med brem(añ) n'eus ket tud, n'eus ket kalz tud ha' oar 'h o(be)r an dra-(ho)nt kin

– Pe-sort mod vé gwraet ?

Oh, ga un anne, ur morzhol spessial am(añ), hanter-rond un tamm bihen d'ar, d'ar c'hreis ah(e)-gis-se, set' ablam ma (e)ma-heñw plad

– Ya

Ha peus ket erf(er) da dap(ed) kalz d'o(be)r bremañ, bevech a boke 'vid astenn un tamm bevech kwa ! Ha go(v)eled, ya. Ya, an dra-s(e) so traou hag n'ogn ket aneet 'benn vo ar re d'amañ hi-mañ marw, pigur den e-bed gaoseo deusoute

– Yeo, klêt meus heñ, klêt meus tud 'vid kaojeal deus an dra-he

'Benn-neu'n n'eint ket tud yowank kin 'nê neu'n ! Ahaha !

– Ah nann ! Ah, med brezhoneg oa neuhe. Peus ket bet klêt kaos deus ar maout neuhe ?

Ah ! D(a) lak 'vid… Veh 'troc'h(añ) koat war'nèoñ ?

– N'ouzon ket 'heñw oa ket un tamm, un tamm koat blam d'aseo, blam d'arseed. Pe-lec'h vije laket an anne ?

An anne ?

– War an douar ? Plantet war an douar ?

Ah ya, pé vïe daw doc'h go(v)eled war ar prajeier pé 'h eeh d'o(be)r ar voenn, med mod-all na-hi ur, taol an anne a remp da 'n dra-(ho)nt. La table de l'enclume quoi !

– Taol an anne


Ah ya… Ah, med mé hañi zo ahe papred ba'n hangar bremañ, med an anne ha neu'n ar machin, med n'é ket hir a-walc'h, ar maout, ar maout, ar maout zo voien da lared 'è, ya

– Ah ya ?

Maout an anne

– Ha peus ket klêt an dra-he, pa vije bossou war an troc'h, peus ket klêt kaos deus an dra-he ?

Ah, 'h o(be)r bronnou ah, 'n-or (ho)vel(e)d ?

– Ya

Ah ya

– 'H o(be)r bronnou

Ya, ma bokeh re-galed war ur plass 'è astenne 'nèi mignoc'h ba un eil plass da egil(e) kwa ! Set' ba b(e)-lec'h ree ar bronnou ma dapeh ar grol oa kal(e)d goud(e)-se pa un toull ba ho, ba ho falz kwa !

– Ar bronnou vije gwraet deus an dra-he

Ah ya

– Pa vije bronnou war ar valz neuhe, pet(r)a vije gwraet ?

Oh beñ, ar re-h(e) dorrè ha oa un toull doc'h war 'r falz war-lerc'h go(ud)-se, go(ud)-se hallè doc'h lesk(en) (a)nèi ar mod-s(e) plantet war ar re-he. An trec'h vis(e) us(et), vé ket daw d(a) zigass, an trec'h a vé lar(e)t go'eled hezh kuit kwa ! Oh, med me meus ket gwelet (a)bowe pell-zo (aha)naon

– Med 'vid lemmañ, ahe meump kaojêt deus go'eled, med 'vid lemmañ, pet(r)a vé gwraet deus an tamm men ?

Ar min-(hi)gor(e)nn

– Ar mo(d)-se vïe lar(e)t ?

Ha vis(e) lak(et), vis(e) lak(et) heñw ba, ba, ba, brem(añ) meus ket choñj (aha)naon 'è, ba korn ur veuc'h petram un dra menneg ar mo(d)-s(e) vis(e), vis(e) lak(e)t ba 'tre ho kaol ar mo(d)-s(e) ha dour barzh c'hoazh ha c'hwi lemme… Pet(r)a vé gwraet d'anèoñ ? Korn, oh…

– « Ar c'horn-valc'h » n'é ket ? Ha vije laket dour ha plous barzh kwa !

Ha dour vis(e) daw doc'h lak(ad) barzh, ya

– Ya

Ha lod, 'vid dê lemm(añ) gwelloc'h 'vid ar re-all, lakè un bannac'hig gwin-êgr, ah ya ! Ha oa ba'n dour

– Ha pe-sort danne oa ar men ?

Heñ ?

– Pe-sort men oa ?

Pe-sort min oa ?

– Ya

Oh…

– Ar matier

Ur min, ur min ga(v)er ba'r, ba'r c'homerss 'è. C'hwi joaje 'nèoñ, ma n'é ket oa heñw ar min rustañ. Ah, med n'ounn ket pe-sort matier é-heñw (aha)naon 'e

Ur min kaled

– Lared a res vé ka(v)et ba'r c'homers, med gwech-all vije ket, vije ket komerssou 'vid o(be)r, 'vid kaoud an dra-he

Ah yao, gast ! Mïoc'h 'vid zo bremañ

Yeo !

– Yao, papred ?

Ah yao, eh ! Kèh da glask ur falc'h, laron doc'h pe ur falz petram un dra menneg 'e. Kaoud a reeh anèi, med 'benn-neu'n daw doc'h mond…

Raog oa la Boutique à Robert, d'ar yow, war ar marc'had, vije ka(v)et toud ! Toud-toud-toud ! La Boutique à Robert

Ah ba, ba, ba Uhelgoat ?

Ya, ba Uhelgoat. 'N oustilhou deuh, toud, beb sort oustilhou ha-toud, med bremañ zo 'zhpenn tregont la so ha n'eus ket kin hañ !

Ha ba'r C'hastell-Ne(ve) oa kalz (???) da Kallag, ya-ya ! Na un etalaj toud, (???) ha ga(v)eh 'è toud ar pezh pa c'hoant dé ga(v)oud : Ur strep oa, petram ur falz oa, petram ur…

Ya-ya-ya-ya ! Am(añ) é memes-mod hañ ! Ha oa aes kaoud (a)naoñ hañ ! Ha traou ha' dalvee un dra bennaket, n'é ket 'vel vé brem(añ), kamionou ahe ga loustoni barzh heñ ! Pugur…

– Dalv ket mann (e-)bed…

Med brem(añ) n'on ket kapat ga ur falz, pe ur machin, pugur ma skoariou gerzhont ket kin 'nê, tin ket 'benn da gonduiñ un oto un tamm bihen c'hoazh…

22/12/2016

Ar skeud, ar c'hass-krout hag an dow inossant

Salud dec'h,

Fenos vo laket un arejistramant ma gwraet ba-ti Élise ba Skrigneg, assames oain ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
Élise 



– Peus ket joñj pe-sort mod vé lar(e)t « il a vu son reflet dans l'eau » ?

I skeud

– I skeud ?

Gwel a ra i skeud

– Ba'n dour

Ba'h an dour pe, pe…

– Ha ba'r milouer pa mem-mod ?

Ba'r milou(e)r, ba, ba'h ar… Ba'h ar mizilour ?

– Ya, mizilour vé lar(e)t amañ ?

Amañ vé laret ar mizilour, n'é ket milou(e)r é !

– Ah ya…

Ar mizilour

– Amañ zo tud chik !

Ah ! Amañ hi-mañ é… Eh ! Amañ, houzoh walc'h, é gran an traou ! Ahaha !

– N'é ket Boneur é ?

Ar mizilour ! Gwel a ra i skeud… Welon ket mod-all pet(r)a vefe lar(e)t deuh 'n hi(n)i wel war an dour, metramant ga, ga'r loar !

– Ah ya-ya !

Un' oa spontet ar mod-se, un dèn oa spontet, oa 'tond d'ar yêr un noñs(v)ezh deus ti ur c'hamalad daoñ ha oa aet da selled war i lerc'h ar mod-se hag a wele un'-all ha' heuilhe 'naoñ ! Hag pa haloupe, heñ haloupe 'è ! Hag a ouïe ket lar oa ar loar, i skeud 'n-hi(n)i oa dreñw i gein !

– Dreñw i gein

Ha oa neuhe derbet daoñ be dïot, 'n-om ga(v)et 'velt un inossant ba'h ar yêr ! Gwad toud i dreid, ma haotr-kaezh-mañ ! Hag a lar oa un' ha' heuilhe :

« Ha heñ, pa haloupon » lar, « heñ haloup war ma lerc'h ! »

– Ha berr war'naoñ kwa !

« Ha pa 'h areton » lar, « a'h aret 'è ! » 'N-hin(i) a lar

Owen na bet hardi ! I gamalad, un tamm digourdïoc'h 'vitoñ lar daoñ :

« Map-kas(t) inossant ! » Lar daoñ, « an dra-he oa da skeud a heuilhe (a)han(ou)t ! »

Ahaha !

Ha un' oa un devezh hag a oa 'h o(be)r i gass-krout 'è mé-keres ! Pa 'h ee an dud ar mod-se wichou da, da vala, a'h ee wichou tammou bar(a) gate ba o musetennou, houzoh walc'h ha het' ar mod-se pa nijent naon a'h aretent ! Med daon ! Hemañ oa bet ba forzig tï(e)r ! Set' oa 'n-om ga(v)et tommeet daoñ, tommeet-bras daoñ ! Hag deut da joñj daoñ 'è, na joñjet :

« Ma ! » Lar, « mond a refen gwelloc'h » lar « ma 'h efen da zibiñ bremañ ar pezh meus ba ma musetenn ahe his-se ! »

Sete hañw aseo war korn ar harzh ma haotr-kaezh-mañ ! Ha kontañ deusountoñ i-hun ! Gwich-all an dud a gonte dê o-hun ar mod-se, surtoud pa vije tommeet dê… Hag a tap i var(a) ma haotr-kaezh-mañ ! Hag koueet i damm kig deuh ar bar(a) war an douar ! Hag oa klask anaoñ partoud, wele ket re sklêr 'è, an dra-he oa deuh an abard'hê ! Añfin 'benn ar fin neus ka(v)et 'naoñ ha laket 'naoñ barzh kreis i var(a) hag neus tap(et) i gontell ha komañs(e)t neuhe da drec'hiñ 'naoñ ha hemañ ree :

« Wiiiik ! Wiiiik ! »

« Oh ! » Lar, « wik » pezh a gari 'ha ! » Lare daoñ, « ahe chomi » lare daoñ « bremañ ! »

Eh ! Ha na tapet un touñsseg ma haotr-kaezh-mañ ! Plass tap i damm kig ! Ha na laket hezh barzh kreis i vara, se zo kaos an touñsseg, houzoh walc'h, pa oa e(rr)o ar gontell 'n i gein a ree « wiiik ! »

« Med wik-wik pezh a gari ! » A lar, « ahe chomi bremañ ! » 'N-hin(i) a lar

Hag a lake i vis-veud warnoñ ma haotr-kaezh-mañ da… Ha hemañ 'tibiñ i var(a) ha ahaha !

An dra-he ma bet klêet ! N'onn ket 'hañw é gwir !

– Med un dra, un dra vé lar(e)t 'è : « Oh ! Hemañ pa vé gwasket war e gov ra kwik »

Ur wik !

– C'hwik

Ya-ya, med hemañ, pe-naos, an dra-he zo, 'n dra-he zo 'velt :

« Tregeriad Lost-Pik, pa vé gwasket war i gov a ra wik ! »

– Ah !

Tregeriad Lost-Pik

21/12/2016

Ar park so diñ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet assames ga Tanguy ba-ti Élise dec'h ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me meus ur park, ba'h ar park so ur harzh ;
Ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Me meus ur park, war ar park oa ar harzh, war ar harzh oa ar wênn ;
Ur wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park oa diñ !

Me meus ur park, war ar park oa ar harzh, war ar harzh oa ar wênn, war ar wênn oa ar brankou ;
Ur brank war ar wênn, ur wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Me meus ur park, war ar park oa ar harzh, (war) ar harzh oa ar wênn, war ar wênn oa ar brank, war ar brank oa un neizh ;
Un neizh war ar brank, ur brank war ar wênn, ur wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Me meus ur park, war ar park (e)ma ar harzh, war ar harzh (e)ma ar wênn, war ar wênn (e)ma ar brank, war ar brank (e)ma an neizh, ba'h an neizh (e)ma ar vi ;
Ur vi ba'h an neizh, un neizh war ar brank, ar brank war ar wênn, ur wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Me ma ur park, war ar park oa ar harzh, war ar harzh oa ur wênn, war ar wênn oa ur brank, war ar brank oa an neizh, war an neizh oa ar vi, ba'h ar vi oa ur lapouss ;
Ar lapouss ba'h ar vi, ur vi ba'h an neizh, un neizh war ar brank, ar brank war ar wênn, ur wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Me ma ur park, war ar park oa ar harzh, war ar harzh oa ar wênn, war ar wênn oa ur brank, war ar brank oa un neizh, war an neizh oa ur vi, ba'r vi oa ur lapouss ha war ar lapouss oa pleuñ ;
Pleuñ war ar lapouss, ar lapouss deuh ar vi, ar vi ba'h an neizh, an neizh war ar brank, ar brank war ar wênn, ar wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Me ma ur park, war ar park oa ur harzh, war ar harzh oa ar wênn, war ar wênn oa ur brank, war ar brank oa un neizh, ba'h an neizh oa 'r vi, deuh ar vi é deuet ar lapouss, deuh ar lapouss é deuet ar pleuñ ha war ar pleuñ zo 'n-om ga(v)et ur briñses ;
Ar briñses war ar pleuñ, ar pleuñ war ar lapouss, ar lapouss deuh ar vi, ar vi ba'h an neizh, an neizh war ar brank, ar brank war ar wênn, ar wênn war ar harzh, ar harzh war ar park hag ar park so diñ !

Hag a neuhe toud an traou zo diñ !

16/12/2016

Ur fent é gweled ar loned

Trañskripsïon bet divanket d'an 18 deus mis-kerzu 2016
Transcription corrigée le 18 décembre 2016

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti É. barzh Skrigneg, un neubeud tud a oa pé oa J. ha M-Th. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, ma mamm (deus Plouïe), Y-B., T. ha me. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
T. -
É.
J.
M-Th.
- A.
- Ma mamm



Oh ! Bremañ é 'n-om ga(v)et gran ar jistr ! A-blassou vé rôet jistr bremañ 'vi(d) an aperitif

Ya

Ah ya-ya-ya !

– Élise neus ket bann'h (e-)bed ba hi gwerenn !

Ni meump bann'h e-bed !

Ah nann, hi na ket ev(et) jistr fenoñs goud(e) neus gwraet krampouzh, oa ar gwellañ prenañ chistr

Daon ya !

Ah ! An dra-he zo, an dra-he zo ur gwal dra 'ha !

Ah ya, an dra-he so ur gwal dra, gwel a ret ni so pizh, Élise oa sort e-bed

Heñ ?

Oa ket jistr da evañ ! Yves oa 'lar(e)d din : « Me zo 'hond da gerc'h(ad) ur bann'h chistr bremañ ! »

Eh daon ! Damai e sac'ho ar c'hrampouzh ba ma estomog ! Chomo sac'het

Beñ ya

Ma vé ket jistr

Ma vé ket jistr !

Ya

– Eh ! C'hwi pa klêt an dra-he pa vije koueet ur, an dra-he zigouee a-wechou pa vije koueet ur sord ba'r varrikennad-chistr

Pé vije pet(r)a ?!

– Ur sord !

Ah ! Ur sourd ! Ur sourd

Ah !

Ah ! Ah ya !

Te heus bet gwel(e)t an dra-he ?!

Meus ket 'ha ! Med mond a reent, ar jistr a ga(v)ent mad heñ !

– Ya

Ar sourd ! Ya-ya-ya !

Hañ ya ?!

Ah ya ! Hag an avalou 'e zebent

Ah ya…

Ah ya ?!

– Ar sourd ?

Ah ya ! Ah ya hag ga c'hwezh ar jistr, ar reñ-he a'h a d'an nec'h ga'r varrikenn hag a gouee barzh, houzoh walc'h

Se s(o) kaos lod deuh ar jistr vije gwelloc'h 'vi(d) ar re-all !

Ya

– Med lod lare se 'e ! Ha pa vije riñs(e)t ar varrikenn war-lerc'h ha gwerc'het a vije ka(v)et ar sourd

Ha vij(e) ar sourd

Ar sourd, ah ya-ya-ya ! Ya-ya

Me lar dit !

Ah ya… Beb sort

Ah ya !

Beb sort 'ha daon ! Holala !

Beñ ya…

– Ha n'ee ket dre doull ar bont 'ha !

Ah fi nann a'ha ! Ah nann-nann-nann !

Nann-nann

Oh beñ…

Ah nann !

Ma ! Beb sort vé gwel(e)t ha klêet…

Beb sort a vé gwel(e)t 'ha ! Lar

– Med vije ket, vije ket gwraet ba boutailhachou ? Pugur a-wechou vije gwel(e)t ar mod-se ur sourd pe un tamm « lézard » mennaket barzh ur voutailh 'e, ur voutailhad-boesson, boesson kreñw

Ah ya ! D'evañ, gwel(e)t a vé 'e ya, med ar reñ-he vije…

– Med amañ vije gwraet 'e ?

Ya, ar reñ-he vïe laket 'e ba'r voutailhou raog a vïe karget ar voutailh kwa !

Pet(r)a lar(e)s Jeanine ?!

Ba'r voutailh vé laket ur sourd, petraman ur gwlesker pe un nàer !

T – Un toñseg petram

Ba'r voutailh !

– Un tousseg, ya

Ya !

Med, med n'é ket possubl 'velkent ?!

Eo ! Hag a vije laket boesson war'naoñ, houzoh walc'h !

Med pe-rag ??

Ah daon ! N'ounn ket… Blam a vïe da zikoriñ o boutailh

– Oyow !!!

Oh ya ! Med vij(e) ket rôet da…

T – Med n'é ket da roiñ blas 'ha ?

– Yeo !

Prun ha neuhe poloss vije laket da reiñ blas kwa !

Ya

– Ya

Ya

Ya, med an dra-he vije ket laket da wel, d'an dud da evañ 'velkent !

Ya, me meus bet gwel(et) lak ar re-goat kwa ! Fourr koat barzh…

Ah ya-ya, ya-ya

– Ah, med ba serten broiou vé gwraet 'e, vé laket skorpionou pe traou ar mod-se ba…

Ah ya, ya-ya, daon ! 'Blassou vé debet traou mod-se hañ !

– Ya


Ya-ya

Meus owen 'n hi(n)i no ka(v)et…

Daon ! Meus owen 'n hi(n)i 'n-om ga(v)o 'è hag a zebo preñved vé ka(ve)t ba'r girjer

Ya, ala ! Lamperien !

Ar lamperien !

T – Peus ket laket ur tamm mad dac'h ar reñ-he barzh ?

Heñ ? Aha ! Sell ! Sell da wel !

Da wel (ha)g-eñ so traou barzh

Ah ya

– Ar lamperien, ya…

Ah ya…

Lamperien, ahaha…

T – Ar merien !

Ar lamperien…

Ar merien n'eint ket mad, ar re-he 'h a da, a ra blas c'hwerw : Ar merien

– Ah boñ ?

Ah ya !

– Ah !

Eh ! Te heus bet tañveet 'nê Jeanine ?

Meus ket, med bet meus bet vrèget un neizh-merien ha me lar dit vé blas c'hwerw ga da zoworn goude

Ah ya…

– Ah boñ !

– Ah ya ?

Ah ya ! Ya

Ah ya…

Hag gwech-all ar vugale ree beb-sort !


Eh ! Houmañ zo koshoc'h, houmañ oar !

Ya ! Houzh, ya

Ar vugal(e) vije 'tiwoull ar saout, houzoh walc'h ha 'n-om lake d'o(be)r beb-sort

Daon ya !

Ha vije vrèg(et) un neizh-merien ahe gis-se ga ur vazh vihen hag a'h ee da zoworn barzh, med goud(e) me lar dit da zorn vije piket !

Opala ! Hañ ya !

Hañ ya ! Laron dit…

Ah ya, beb-sort vije gwraet

Beb-sort vije gwraet, ya-ya-ya !


Beb-sort, beb-sort, ya

Med red oa d'un yowank 'n-om didüal ga un dra mennaket

Ah ! Da 'n-om zidüal, ah daon ya !

– Med pet(r)a vé gwraet deus an ti ? Ti ar merien ?

Ti ar merien ?!

– Ya, an ti, sort ti a rant o-hun

Ti ar merien ?!

– Un neizh

T – Beñ ti oa 'lar(e)d un neizh-merien

– Un neizh

Ur gludenned-verien vije lar(e)t ! Ur gludenned

Hañhañhañ !

– Ur gludenned-verien ?

Ya !

Ya

Ouais, pugur ar reñ-he vije 'n ur bern, ur… Amañ zo ur gludenned-verien kwa ! Ouais, med an dra-he oa o zi kwa en somme !

Ya

Hag a vije ur bern vïou ba'r gludenned-merien kwa ! Hag ar re-he 'ha ! 'H ee d'o(be)r, ur verienenn, da doud o vïou bihen gwenn ahe his-se


Ah ya !

Hag a pa vrèges an neizh a weles anê toud 'tilojañ

Ya, ya ha 'h a da drañsportiñ


Ya-ya-ya !

Trañsportiñ 'nê toud

Tilojañ 'n uiou d'ond 'ta ba lec'h-all

Ar reñ-he ra labour !

Ac'h ! Ar re-he 'h a d(a) labour(a)d

Ah ! Ha pep-hi(n)i i vicher !

Ah ya !

– Pep-hini i vicher…

Pep-hi(n)i i vicher ! Ah ! Hag a vent à hond hag à tond hag à…

Ah ya-ya ! Ar reñ-he zihanont ket d(a) labour(a)d !

Ar reñ-h(e) so 'è ! Oh, med ur farssite é gwel 'nê, kara ?

Ah ya, gwel 'nê ya, ur fent é gwel

Ah ya

Hag a trañsport de(l)iou ha-traou

Traou toud, ya-ya !

Heñ ?

Da o neizh ha kement sort…

Hag alïes vent gwel un eil war-lerc'h egile a-renkad !

Ah ya-ya-ya ! Ar mod-se rent ya

– Ya

– 'Benn ar fin a rant 'vel, 'vel a ree an dud am(añ) gwech-all

Ya !

– Beb-sort traou…

Ur farssite gwel !

Ah ya

Ah ya

Ah ya ! Ya-ya 'hat hañ ! Ya, ya-ya… Memes forz pe-sort lon(e)d ?


Oh ya !

Ah ya, ah ya ! Forz pe-sort

Ah ya, ar loned 'ha nondedïe zo spontus !

Ah ya ! Ka(s)i-sur, oh ! Loned meus…

Hag memes heb kaoseal deusoute, pugur te, deus da yir, Élise, wechou gaosees brezhoneg, wichou gaosees galleg dê

Med, me lar a rañw dec'h pe-noas ga(v)on, brem(añ) pa meus amzer da sell deuh ar yir, pa welon 'nê, me gav an dra-he ur farssite !

Ah ya, Yves an de-all oa deut un' maes p(a) oa aet da je(rr)iñ warne

Ya

Hag 'benn oa e(rr)i tost na gwraet sin dèi d'ond war e his

Ya

'Benn oa e(rr)i da je(rr)iñ, 'benn-neuhe na 'n-om zespunet

Ah ya !

Na ket renket kaoseal ! Na ket gwraet (ne)med sin dê d(a) zond war e his


Ah nann-nann-nann !

Demi-tour ha war e his d'ar varrikenn

Ah ya-ya !

Pugur barzh du-mañ é ar « poulailler » da zespun 'nê deus 'n noñs é ur varrikenn

Ah !

So gwraet un toull bras ba'r varrikenn hag a'h a ar yir barzh, med n'eus ket emm da lak anê barzh ! O-hun 'h agn !


Ah daon ya !

Ah ya, ya-ya !

Ya, pegur mod-all oagn aet toud ga'r mart hag a…

Ah fi ya 'ha !

… Vije ket jerr(e)t 'ta warne kwa ! Sell goude-se p(a) oa hadkomeret ar yir, beñ oa bet daw jerriñ 'nê ba un tu mennaket da basseal an noñs 'è

– Ha gwraet ur c'hlud ba ur varrikenn ?

Ah ! Ba'r varrikenn, lakeet barrennou ha-toud heñ !

Eh ! Da glujañ barzh ya


Me lar dit !

Ya, ya-ya. Ha n'eus ket emm d'ond da gass anê, da 'h essal tespun 'nê, ar re-h(e) 'h a o-hun ! Pé teu an noñs hag a… Ya, an de-all…

Ha c'hoazh a houzont an eur d'ond c'hoazh !

Ah ya ! Ah ya, lod a'h ee a-peu-prè assames, houzoh walc'h


Heñ ! Laret ma dec'h ar wich-all, ma ket lar(e)t dec'h ? Ar wich-all oan o chom, oan o selled deuh ar c'hog hag oa… Pudur zo ur pezh kog ahe his-se !

Ya, un' bras ya !

Un' bras hag oan 'sell(ed) deusountoñ ha oa komañs(e)t, na ka(v)et ur vuzhugenn hag a oa ar vuzhugenn gantoñ ba'h i veg ! Hag oa komañs(e)t d'o(be)r kakakakakakakakak ! Ahe so deuet ur yar 'ha ! Me lar dit 'n-ur haloup ! Komprenet na pet(r)a lare !

'Haloupad, houm(añ) na komprenet

Houm(añ) na komprenet pet(r)a lare


Eh ! 'N-ur haloup d'i gaoud

Ya

Ha hañw, deuh i veg a ree i vuzhugenn dèi

Ah ! E vuzhugenn dèi, na ket leusket, na ket leusket 'nèi da goueo war an douar ?

T – Ah yeo ?

Ya-ya, ya mod-se rent hañ !

Ah, med koueet oa war an douar, ya, 'benn fin 'n dro !

Ah ya 'ha ! Ya-ya, ah ya !

Med ha 'h añw da lar(e)d dec'h goude : Goude oa komañs(e)t d'o(be)r…

En-dro d'ar yar !

En-dro d'ar yar ar mod-se ma haotr-kaezh-mañ ! Oa komañs(e)t d'o(be)r an dro d'ar yar pa oa lonket i vuzhugenn gati… Ha hañw ur lamp war hi c'hein !

« Brem(añ) pé heus bet da vuzhugenn (v)o red dit pêo ! »

Ahaha ! Med re-wir é ! Eh ! Ha hañw 'ha paotr-kaezh ! Ha pladañ 'nèi ene… Ahaha !

Ah ya ! Oh ya !

Holalala ! Ah ya

– Te pé sinema ga'r re-he !

Ah ya-ya-ya ! Oh…

Med ur fent é gwel 'nê, pa te amzer 'e da, da…

Ya

Beñ ya !

Sell deusoute hañ !

Ah ya ! Fentus é !

Heus ket bet gwel(et) 'e ur vou(a)lc'h ha war ar pelouse ahe 'tap ur vuzhugenn, ar buzhig a vé o venn e-maes ba'r pelouse

Ah ya ! Deus an douar, ya

Hag ar vou(a)lc'h a vé 'ho(r)tos anèi hag a dap-krog ba'h hi venn ! Hag a vé béc'h war'nèi, ar vuzhugenn 'n-om cheche ba hi zoull

Ya

Me(d) ar vou(a)lc'h 'ha ! A zelc'he anèi 'è hag a 'benn ar fin gav ar moien da lonk anèi !

Oh ! Hiben vé 'h essal stourm

A'h a, mond ba hi, ba hi… Stourm, mond ba hi zoull 'è !

Ah ya ! Mond a ree, keuñ né da ve gwel(e)t diskuet hi vri 'è !

Me(d) fent é gwel ar loned ar mod-se kwa !

Ah ya !

Ah ya ! Ah ya

Hañ ya !!

Ah ya ha pa vé ar gôed 'turgnad, ar vou(a)lc'h a oar ! Houzh a vé é yedal da wel hag-eñw n'o ket diskar(e)t buzhig war-gourr(e) an douar chit(et) en(e)

Ya-ya, war-gourr(e) an douar

Weles ket !

Ya-ya-ya-ya ! Hag ar mod-se dé boued, houzoh walc'h

Beñ ya 'ha !

12/12/2016

Diboulzenniñ an avalouar

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



En tu-ell da Vontroules 'è, mallezh 'n Doue ! Welen 'nê 'machin ba o c'haol, ba o choux-fleurs, war o chô ! 'Vel vé laret 'è, 'passeal ba machin vise-hè, pugur ar re-he zo traou ha' zo fragiles a-walc'h, n'eus ket moien d'ond ba ene ga'n trakteuriou ba partoud ha vis(e)-hè, mallezh 'n Doue ! Da 'n dra-(ho)nt zigassè choñj din da mé liorzh c'hoazh, 'vid 'h o(be)r 'vel-dê kwa ! 'Touariñ 'valouar

– 'Touariñ 'valouar ?

Ah ya

– Pet(r)a é an dra-he dit-te ?

An dra-h(e) so, sev(e)l douar war an avalouar zo voien da lar(e)d 'è, douar neus laket war'nê kwa ! P(e)tam sevel douar war an avalouar, 'vel peus c'hoant, memestra lar

– Klêt peus an dra-he : Diramp an douar ?

An dra-h(e) so difont(añ), diramp(añ) an douar 'n (dr)a-h(e) so war-lerc'h a vé du-s(e) ur pakad pell 'tihan ga'r loned, petram vïe bet 'è ban(al) pet(r)am mem lann, pet(r)am un dra mennag ar mod-s(e) barzh, pe dirampañ-heñw me lare, ni lare difont(añ), ba amañ gi-m(añ) 'ta walc'h ! Me n'ounn ket pet(r)a vé lar(e)t, beñ diramp(añ) c'est la même chose un peu

– Ya-ya, med difontañ meus klêt, med dirampañ ma ket klêt an dra-he 'vid an dra-he, ma klêt an dra-he 'vid ar patates. Ba Ponvel ma klêt an dra-h(e), diramp an douar, med…


Med 'benn, d'an dra-(ho)nt, an dra-h(e) so da labour(ad) 'nèoñ 'vel vïe gwraet bremañ 'è ga'n drañchéres, set(e) ba bremañ, bremañ vé gwraet ar vibroculteur d'anèoñ, med d'an amzeriou vïe gwraet un drañchéres d'anèoñ, n'ounn ket pet(r)a vïe lar(e)t d'anèoñ mod-all (aha)hon

– Yeo, an drañchéres é

Ya

– Pet(r)a é an hano galleg deus an drañchéres ?

Cultivateur canadien

– Joñj peus 'vid ar 'valouar just a-walc'h, pe-sort mod vije lar(e)t pa vije tennet ar jerm ?


Diboulzenn(iñ)

– Diboulzenniñ ?

Ya, tenn ar poulz 'ziwar'nê, ar re-h(e) so poulz war'nê 'è, tenn ar poulzennou 'vid lakad 'nê dé jerm(iñ) raog hadañ 'nê

– Ya-ya

Med me zo 'kont(o), me zo 'kont(o) doc'h da 'r seleksioñ brem(añ), raog…

– Ya-ya-ya, med an dra-he ran-me 'e

C'hwi lake 'nê ba kleiedou

– Ya

Ha lake 'nê war ur plañche pe 'vel pis(e) plass d'o(be)r kwa ! Hag a gargè 'nê trankil ganoc'h ha' tàe poulz war'nê ar mod-s(e), glas hag ar re-h(e) oa sol(ud), ar re-h(e) dorrent ket 'nê. Med me zo bet 'h o(be)r an dra-(ho)nt dre varc'h(a)d 'e dé lakad avalouar ba kleietou ba l'Eure, ba departamant l'Eure kwa ! Quand je faisais des saisons, 'h o(be)r an dra-(ho)nt à la tache ! Tant et tant du sac. O(be)r a rèmp deveiou mad heñ ! Deveiou… Deveiou rèmp ket gwech (e-)bed (aha)namp 'benn ni ree des 3/8 ni ree 'n dra-(ho)nt ha tant, vïemp ket ba'n usin (aha)namp kwa ! Hag a tàemp 'benn da houneo, laron doc'h dans les années tr(i)-ugent vis(e), 2 500 francs dans une après-midi, da 'n dra-(ho)nt…

– D'ar mar(e)-se oa kalz

Daon ! An dra-h(e) oa un tamm mad arc'hant d'an amzeriou 'e

– Ya, ah beñ ya-ya-ya

Un tamm mad erc'hent, « erc'hent » 'vel a laret, pet(r)am n'ounn ket « arc'hant » pe…

– Arc'hant ya

Arc'hant 'è ?

– Ya, c'hwi lar arc'hant 'è ?

Me lar « arc'hant », med oh ba-blassou, b(a)-lec'h vé lar(e)t « erc'hent »

– Oa ket ur gwerzh-putun an dra-he ?

Oh ya, med ni eo, eo ! Eo, eo, eo, 'r re-m(añ) oa ur werennad vihen d'ev ahe beb vis(e) tomm domp 'è, an dra-h(e) oa gwerzh-putun 'e. Med an dra-(ho)nt, an dra-(ho)nt a lake ar pêi d'ogmant un tamm pé vise touch hè kwa ! Med bêent ket hè (aha)namp tram vïe deut fin ar c'hampagn… Eh, gou(de)-se mamp kompren(e)t blam bet(r)a bêe ket hè (aha)namp

– Ah ya ? Blam bet(r)a oa ?

Med blam c'était du travail au noir, nagn ket, nagn ket charge sociale (e-)bed da bêo 'ziwar'namp 'nê, pugur ar charges sociales vis(e) pêet, beñ ga l'employeur ga'r sucrerie hag a… Set(e) ar re-h(e) ouïe, ar re-h(e) vis(e) 'hortei (aha)namp da zigoueo ba'n dra-(ho)nt ha ni 'h ee da glask hom arc'hant gante. Gwech (e-)bed meus bet mé chek ga heñi e-bed d'anê, memes ha an hañ(w)-s(e) vïemp pêet, ba du-s(e) vïemp pêet toud en espèce, med lod lar en liquide, med nañ-nann : En espèce oa sañs(e)t le vrai nom quoi !

– Ya-ya, 'vid ar patates, peus ket klêt ? Me ma klêt ur wech 'vid lar(e)d diboulzenniñ

Ya

– Pe diboulziñ ? Pe-sort mod lares ?

Memestra é, ni lare diboulzenn(iñ) ya, diboulz(iñ) so mem-mod 'è

– Ha peus ket klêt « digilidiñ » ? Me ma klêt an dra-he 'vid « tenn ar jerm » kwa deus ar patates, digilidiñ

Digil(i)d(e)t é ya, ya-ya

– Ah ya ? Lar(e)t a vé ?

Lar(e)t vé 'è, med me meus ket bet implij(et) ar gomz-houzh gwal-alïes (aha)naon heñ ! Oh ya ! Neu'n peus klêt 'nèi ba Plonee pet(r)am un dra m(e)nneg ar mod-s(e) ?

– Ba Plouïe

Ba Plouïe ?

– Ya

Ba'n tu-m(añ) gleeh ket 'n dra-(ho)nt hañ ! Med brem(añ), brem(añ) zo ur bern tud n'ouont ket pet(r)a é an dra-(ho)nt 'è, pugur neugn, negn ket bet gwel(et) avalou 'nê hag e-se… Ha vé ket gwraet 'valouar seleksion(e)t kin !

– Pe-sort mod a lares-te amañ 'vid… Ni a lar ur rijenn, ur rijennad-patates

Ya

– Pe-sort mod a lares-te amañ ?

Ur renkad

– Ur rengad ? Ya, 'vel ba…

Memestra é

– Ya, med ba Karnod vé lar(e)t mem-mod 'e, ur rengenn vé lar(e)t amañ kwa ?

Ya

– Ur rengenn 'valdouar

Ur renkad 'valouar, ya. Ah ya…

– Ha 'vid ar 'valdouar, pet(r)a vé gwraet deus, 'vid ar blantenn war-lerc'h, troad ar blantenn, pet(r)a vé gwraet deus an dra-h(e) in brezhoneg ?

Kaol-'valouar ?

– Ya, me(d) an troad ? Pet(r)a vé gwraet deusoutoñ ?

Komañs(e)t é 'n avalouar d'o(be)r kaol, vïe lar(e)t

– Ya kaol duzhtu ya, med kaol é, kaol é an deliou kwa

An deliou ya

– N'é ket ar c'horz

Korz-'valouar ya !

– Ya ?

An dra-(ho)nt é ya, 'benn-neu'n, 'benn-neu'n tàe an deliou war-lerc'h ya, korz-'valouar, komañs(e)t eint d'o(be)r korz ! Yeo, gwir é ya, ar gwir, ar gwir zo g(a)noc'h !

10/12/2016

Peus kemed strei war ur milouer dé wel

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ur wech meus klêt 'han(o)h lar(ed) ur mulorc'h. Ur mulorc'h zo 'vel ur logo(de)nn kwa ?

Ya

– Moien zo d'esplikañ, moien zo doc'h…

Mulorded ?

– Ya, mulorc'hed

Mulord(ed), beñ mulord(e)d, doc'h ar re-s(e) heñ ! Ar Bretoned kozh ree logod doc'h ar re-s(e) toud !

– Ya

Toud : Mulots, musaraignes, souris, ar re-h(e) oa toud mulord(e)d petram logod !

– Logod

Ar re-ell oa ra(zhe)d, ar re-vras, med boñ : Ba, ba'r c'hategori bihen, ar re-s(e) oa toud mulord(e)d petram logod kwa heñ ! An dra-s(e) vïe gwraet doc'h, memes ar, ar surmuloiou, ar re-se 'vel, vis(e) gwraet lo[god], vis(e) gwraet mulord(e)d deuhoute kwa heñ !

– Mulorc'hed

Oh ya ! Ya-ya

– Ha raied vise lar(e)t ?

Ra(zhe)d pe raied

– Ha pé vé…

Ba Speied vé gwraet « ur raiedenn » doc'houti

– Ya, pé vé keme(d) un'

Ya, ur raiedenn, ya

– Ha pe-sort mod vé lar(e)t…

Am(añ) vé lar(e)t ur razh

– Ur razh pé vé kemed un'

Ya

– Ha ra(zhe)d pé vé kalz

Kalz, voilà. Ya-ya

« (E)ma ar ra(zhe)d war'ha(no)mp »

– Ha raiedenn vé ket lar(e)t amañ ?

Nann, nann. Lod, lod lar lar kalz raied zo dre-ah(e), med nonn, nann… « Ra(zhe)d », am(añ) 'h arret(et) ba T : « Ra(zhe)d ». Ouais, gast Jean ! Bon ?

– N'oc'h ket skuizh ?

Beñ, ped eur é e(rr)o ? Eh beñ pemp munut meus c'hoazh !

– Pemp, ah, pemp munut

Pemp munut !

– Ya, boñ, moien zo doc'h hadesplikañ ar pezh peus lar(e)t din 'ziwar-benn ar pas ? Kar oa ket…

Ar pas ?

– Ya, oa ket mad ar mikanik

Ya, pé pa telefon(et), oan 'h ev(o) mé bann'h-kafe

– Ya

Ha oa deuet ar pas din-m(e), pugur ma tarlonket ! Ha prest a-walc'h oan moug(et) ga mé bann'h-kaf(e) pé oa e(rr)o-heñw ba'n toull-vall. Voilà, an dra-s(e) oa digouêt ganen, Jean !

– Ha « éternuer », pe-sort mod vé lar(e)t ?

Stre(v)i(al) :

« Tap(et) meus ur rhume, rañw kemed stre(v)i(al), 'vel ur marc'h ! » Lar-heñw

Peus ket bet gwel(e)t ur marc'h gwech e-bed 'h o(be)r « pfffrrrr » ken 'h a an ewon deg metr doc'h e vri wechou. Ar re-s(e) ra, 'r re-s(e) ra trous heñ ! Peus ket bet gwel(e)t hañi e-bed gwech e-bed, ur jô 'stre(v)ial ?!

– Yao-yao !

Oyow paotr-powr ! Ar re-s(e) alum heñ ! Med c'hwi ra 'è, peus keme(d) sell(ed) ba'r milouer ma po c'hoant ur wech benneg, stre(v)ial hag arosi (a)naoñ toud ma ri ba-direkout, ahaha ! O(be)r un essê dé wel !

– Ya, ya ! Ha pet(r)a vis(e) lar(e)t d'ar loned ? D'ar c'herseg vise lar(e)t « tuïs » ha « hal »

Ya

– Ha pet(r)a vis(e) lar(e)t d'ar loned-ell, pet(r)a vis(e) lar(e)t d'ar saout ?

D'ar saout ? Pé vis(e) gelvet-hè dé zond d'ar c'hrow 'vid bi, 'vid bi goràet, 'vid goer(iñ) ar saout, vïe lar(e)t :

« Proilh-proilh-proilh-proilh ! »

An dra-s(e) oa ar gomz d'ar saout, petram :

« Bech-bech-bech ! »

– Bech, oa ket un difer's etre « proilh » ha « bech » ?

Oh, memestra oa heñ ! Med ar saout gomprenè heñ !

– Ha d'ar c'herseg vise lar(e)t « kêh, kêh » pe…

Ya, « kêh, kêh »

– Ha oa ket ur pos-ell ?

Nonn, « prouc'h » vise gwraet wechou 'è :

« Prouc'h-prouc'h-prouc'h ! »

– « Prou » ?

« Proc'h-proc'h »

– « Proc'h »

« Prouc'h ». P, R, O, N : « prouc'h »

– « Prouc'h, prouc'h », af… N'é ket, n'é ket braw 'h o(be)r !

N'é ket braw heñ ?

– Ha da, d'an deñ(v)ed ?

Euh, d'an deñ(v)ed : « kêh »

– « Kerc'h » ?

« Kê, kê »

– « Kê, kê »

« Kê, kê, kê » pé vis(e) lar(e)t d'ar c'hi 'è : « Kêh ! » un peu, un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e). Med an deñ(v)ed, nann. Deñ(v)ed oa ket keme(nt)-s(e) dre-am(añ) 'è heñ ! Kontuni vis(e), vis(e) les(ket) un, un davades 'vid kaoud dow menn bi(he)n

– Ya

Hag ar re-s(e) vis(e) d'o(be)r ar c'hass-krout kwa heñ ! Wa'r c'hampagn kwa heñ ! Med boñ… Med elevaj-deñ(v)ed oa ket heñ !

– Pass 'vid kaoud gwlan kwa

Nann, nañ-nann. Lod ree, med boñ… Neubeud-tre heñ ! Neubeud-tre

– Ha…

Ha blam, ar penn-deñ(v)ed war, wa'r c'hampagn ba-lec'h oa 'r lone(d) ha ar penn-deñ(v)ed gac'h partoud ! Seto, ma lakèh (a)nê ba ur park-pâture, eh beñ 'r loned beurè war i lerc'h goud(e)-se, seto… An dra-s(e) oa un ambetam(ant) kwa heñ !

– Ya

Petram vis(e) daw passeo ar vréss war'naoñ hag a machin ar park deuzhtu kwa heñ ! Mod-ell, mann e-bed d'o(be)r heñ ! Ah nañ-nann, ar saout reegn kemed o(be)r « frou, frou, frou » ha beurè ket-hè heñ !

– Ya. Ha d'ar yir, « chou » vis(e) lar(e)t ?

« Pit-pit »

– « Pit-pit » d'ar…

Pé vis(e) ràet un tamm greun dê, beñ ma, boñ… Oh ! Ba fin 'n hañw vis(e) ket ràet greun d'ar yir, kar kaoud a ree-hè tro-walc'h war-lerc'h ar, war-lerc'h an eost kwa heñ ! Med goud(e)-se pé vis(e) deuet mis-tu, mis-kerzu ha mis-kenver vis(e) daw reiñ un tamm greun d'ar yir war, wa'r porzh 'vel vis(e) lar(e)t gwech-ell 'è ha vïe lar(e)t :

« Pit-pit-pit-pit-pit ! »

– Ar wech diveo mamp kaosêt doc'h ar partïou deus, deus an nor

Ya

– Moien zo doc'h hadesplikañ ? Pet(r)a vé gwraet doc'h « les gonds » e brezhoneg ?

Ya, meus ket joñj kin

– « An houarniou » pa lar(e)t

Matre'n ya, med an dra-s(e) na un hano…

– Verifïet meus heñ ! « An houarniou » vis(e) lar(e)t

Ya-ya, matre'n oa 'è, bah ya ! Houarniou, an dra-s(e) oa 'n hent sur trass(et) 'vid, 'vid lar(e)d an dra-s(e), med an dra-s(e) na un hano spessial memestra

– Pet(r)a é ?

An dorn

– Ya, an dorn vis(e) lar(e)t

An dorn 'n nor hag ar loke(d)

– Ar loke(d)

An alc'h(o)

– « Toull an alc'h(o) » vis(e) lar(e)t ?

Toull, nann, toull an alc'ho ba'n nor hag ar :

« Peus ket lokedet an nor hañ ! »

Ça voulait dire que tu l'avais mal fermée quoi hein ! Ouais

– Ya

Lokedet (a)nèi, le loquet kwa heñ !

– Ha, ar prenner vis(e) gwraet doc'h « la serrure » matre'n ? An dra-s(e) peus lar(e)t 'è

Ur prenner nann-nann, pé vïe… Pé laket an alc'h(o) ba'n nor kwa ! Dé brenn(añ) an nor. An dra-s(e), an dra-s(e) oa an term :

« Prenn(et) peus an nor »

Med ga pet(r)a ? Vis(e) ket lar(e)t ga'n alc'h(o) kwa heñ !

– Ha doc'h « la penne », pet(r)a vis(e) lar(e)t ?

Eh ! Hezh, an dra-s(e) oa toud l'ensemble, le loquet quoi hein !

– Ya, ar loked

Ar loked, med an dra-s(e), nann ar goniou, an dra-s(e), ar re-s(e) neus un hano 'è, med daw é din klask mé brezhoneg gwelloc'h war an dra-s(e), kar meus ket joñj… Bet meus bet gouïet ma'hat, med boñ, pé vé ket lar(e)t kalz, gwal alïes heñ ! An dra-s(e) meus ket joñj. Gonds, nann, tà ket dé joñj din pet(r)a vise gwraet doc'h an dra-s(e), kar goulskoud(e) neus-hè un hano 'è

– Beñ, mersi doc'h

Boñ ! Ur bïer, ur bïer dapet ? 'O pêet doc'h ?

– Ya

Ma peus c'hoant 'h an dé gerc'h(ad) un'

04/12/2016

Grefet traou ba'r sekteur amañ gi-mañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga P-L. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pé oa gwraet ar partaj, med me oa bet deg devezh-arad amañ gi-mañ kwa ! Hag ni oa pemp, ar re-all na bet o lodenn ijelloc'h hag e me meus bet, 'bow(e) on yowank-tre, me 'n-om eñteresse d'ar frwezh. Hag an tad-kozh oa 'chom ba Landelo ba Koat-Pusson hag e, ma c'hoar ha me, a'h eemp da ziwoul ar saout ! Pad ar vakañchou kwa ! Hag me les(k)e ma c'hoar dé ziwoul ar saout, kar (e)mon ket nec'h(et) ga'r saout 'ha(n)on, pugur heuilhen mé dad-kozh ha an ta(d)-kozh na plijadur gwel ar mab-pihen 'heuilhiñ 'naoñ kwa ! Ha na disket din grefañ, sete ma eizh la ha na, ma disket grefañ pé oan 'n-om ga(v)et ur paotr-yowank neu'n oan deut en-dro d'ar vakañchou, 'benn-neu'n laken da hrefañ partoud !

War ar spern-du me lake prun, war ar spern-gwenn me lake pér, ma reüssiss(et) pass fall hag a pé oan deut amañ gi-mañ goud(e) neu'n, pugur ma douar ma 'n-om laket da href(añ) en(e) kwa heñ ! Hag a meus gref(et) avalou, meus gwraet papred tri-c'hant sort ha kistin meus gwraet ! Ha hanter-kant sort, Jean-Marc oa conseiller forestier ha oa-ñw bet ba'r skoul ha… Ba p(e)-lec'h ? Ba les Alpes du-(ho)nt hag heñ oa conseiller forestier ba Gwengamp hag a blije ket se daoñ hag pugur vïe é 'hrefañ kalz

« Mais j'ai envie de me faire un pépiniériste »

Boñ, pugur meus dou(a)r disponible ahe, 'n-om laket d'o(be)r pépiniériste ha me chikoure 'naoñ, da href(añ) surtoud ! Ar hrefenn meus gwraet papred tri ha pemp mil ar bla : Pad mis-even ha mis-mae, laket dow vis da hrefañ kwa !

– Med lar(e)t so din zo luss amañ 'e

Ah ya ! Luss ya ha pugur blije din les fruits, 'vid dalc'hmad ha meus bet plijet se din, me meus 'n-om laket d'o(be)r un tamm eus toud am(añ) kwa ! Ahe ma laket sell prun, avalou, pér, kignes, kistin, kraoñ ha neu'n luss

– Luss ya

Med ar luss tà mad am(añ), amañ gi-m(añ) zo, tàont mad-tre ! Med daw é soñgnal 'nê

– Ha pe-lec'h (e)ma ar luss ?

Oh ! Ahe (e)megn, med ahe meus ba'n traoñ, me zespun peu-prè pe(va)r-c'hant lur ar bla hag ar re-s(e) tà mad dalc'hmad

– Ah ya, med ar re-h(e) zo mad heñ !

Pugur soñgnon 'nê mad kwa ! Pugur ar lapoussed 'h a war'nê, med me brotej toud, te vo red dit da wel damaig ha laket grilhaj tro-war-dro kwa ! Hag un nor d(a) zond barzh hag ar luss a blij azot dê hag ar lin(ad) ahe zo mad-tre, pugur an dra-he zo penvidig en azote, set' me lak penvidig d'ar luss pad ar bla ha beb pla

– Ya-ya

Hag a droc'hon 'nê ga'r valz p(é) vegn tano, tener kwa heñ ! Hag a laket d'ar luss a zo mad-tre heñ !

– Med lar(e)t so din 'e oa, é daw mond dre ur pont blam d'ond da wel ar luss

Ah ya, an dra-he zo ba ar prad heñ !

– Ba'r prad, ya ?

Ya ! Pé oa gwraet ar partaj, pé den e-bed houlle ar sekteur amañ gi-m(añ) blam oa ar prad dalvee ket kalz a dra

« Bon ! » Me lar, « me zo, me zo dakor da gemer ar pezh so 'n tostañ d'ar bourk hag ar prad blij din ! »

Ah boñ ! Ar prad dalvee ket kalz heñ ! (A) dra, med din-m(e) oa-heñ mad, pugur meus gwraet ur plan d'eau kwa heñ ! Ha laket pesked barzh

– N'é ket ur poull a oa ?

Nann, an dra-he oa ur prad gwleb ha meus kreus(et) ha lesk(et) un île ba'r c'hreis kwa ! Hag ma laket luss ha gwraet ur pont blam d'ond da zespun luss, med daw oa din golo 'nê gad grilhaj ! Mod-all vegn debet toud ga'r lapouss(e)d kwa ! Sete ar luss vé dow vetr uhel hañ !

– Matresse anees 'e ur paotr, med marw é brem(añ), med oa 'chom ba Plouïe, Pierre-Marie Guillou

Ah ya

– Ya ha na luss 'e mem-mod ha…

Ya-ya ! Heñw oa deut am(añ), me zo bet gantoñ lared daoñ pe-sort mod da lak anê, pet(r)a lakad kwa ! N'ounn ket 'g-heñw zo luss in(e) pa[pred]

– N'ouzon ket…

Marw é-heñw joñjon ar Guillou

– Oh ya… Deg la so dija

Deg la so, n'ounn ket pet(r)a é deut da vid kwa heñ !

– Matresse é gad e, gad e vab-pihen pe…

Ah matre'n, n'ounn ket, n'oun ket bet en(e) 'bow(e) kwa ! Hag a joñjon oa ket pell deus 'n hent 'ha pé 'h a da, deus Poullaouen da Blouïe

Ya ! Hag a neuhe ma laket un tamm deus (a) doud kwa heñ ! Luss… Euh boñ ! Ahe meus laket kraoñ, kraoñ-Kallag, des noix kwa heñ !

– Ya

Laket pemp sort 'è hag ahe meus Corne, am(añ) meus Regia ! Ar Regia zo ur rass sovaj kwa heñ ! Nin a href sur le Regia ha neu'n hag ar re-all, mignoc'h ar re-vras, Franquette, Franquette so un noix hag zo bras hañ ! Franquette, Corne… Ba ti ma c'hoar, ba'n traoñ, ma laket pemp sort 'è, laket da wel, da gompariñ kwa heñ ! Parisienne…

– Med pe-sort labour oa d'o(be)r ba'n takad amañ da lak an traou da boussañ ?

Ah beñ amañ gi-m(añ), yeot so mad-tre heñ ! Ar gwinizh, heñw neus trôet da hanter-noñs, pugur ar gwinizh teue ket mad, me(d) añfeñ an douar zo mad, mad walc'h kwa heñ ! Hag 'è… Boñ ya, Jean-Marc neus kemer(e)t pe(v)ar devezh-arad, pugur oa 'vid o(be)r ar plant

– Ya

Plant 'vid ar pépinière hag a me, amañ gi-mañ, ma, 'bowe meus delc'het, oa, oa dow devezh-arad hanter a-peu-prè 'tre ar park ahe ha amañ gi-m(añ) ar werje hag ar prad, beñ me 'n-om lak d'o(be)r des fruitiers kwa heñ ! D'o(be)r kraoñ, tregont sort meus laket war ar park ahe his-s(e) ha teugn ket mad toud hañ ! Pemp sort zo mad-tre !

03/12/2016

N'é ket houzh é ar sotañ da bugwale ar voereb !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ah, med me zo penn-dijoñj, pugur a joñjon ba traou ha goude-se mé ket choñj kin…

Oh beñ (e)moc'h ket ho-hun (aha)noh ! (E)moc'h ket ho-hun (aha)noh

– Vé ket lar(e)t amañ « ankoue(ü)s » ?

Yao !

– Yeo ?

Yao-yao

– Me zo ankoue(ü)s un tamm, ya

Oh tou'n dud heñ !

– Ya, med lod mignoc'h 'vid ar re-all…

Ya, med me zo, me zo ankoue(ü)s 'e, wechou vé tap(et) un hano, ba b(e)-lec'h hag é bet passeet, tà ket choñj din 'hann an de war-lerc'h

– Ya, chom ket ba'r sper(e)d kwa

Nañ-nann

– Ka(v)et neus ur plass heñ ! Ar c'hi 'e !

Oh ya ! N'é ket houzh é ar sotañ da bugwale ar voer(e)b, 'vel vé laret 'è. An dra-h(e) vé lar(e)t, d(a) ur bern traou vé lar(e)t an dra-(ho)nt, oh ! Da 'n dud vé lar(e)t 'è : N'é ket hezh é ar sotañ da bugwal(e) ar voer(e)b lar é

[heñw oa 'lakad un tamm koat faoutet ba'r guisiniéres]

Pé (e)ma tommder vé ket padus 'vid krog anèoñ

– Nann !

Med n'out ket kén (me)mestra walc'h 'vid passeal lod hañ !

C'hwi n'eveh ket ba(nna)c'h traou ganoh ? Chom d(a) gaoseal ar mod-s(e) 'tà sec'hed d'an den 'è

– Beñ ya, un tamm bihen memestra, ya

Ah, med añrejistr(et) peus an dra-(ho)nt ?!

– Ah ya-ya ! Añrejistr a ra papred heñ !

Ah boñ ?! Med an dra-h(e) n'eus ket sinifikassïon (e-)bed kàer ! Yao 'è

– Yeo ! Beñ yeo, pezh peus lar(e)t

C'est qu'elle est assez maline quoi !

– Ya-ya-ya


'Hond da b(e)-lec'h é tomm !

– N'é ket sotoc'h 'vid e doull kwa !

Nañ-nann

– Pet(r)a ma klêt ur wech : An heñi a oar hag a houll a zo sotoc'h 'vid i doull

Ah nann ! Da 'n dra-(ho)nt n'ounn ket (aha)naon 'è ! Oh ya ! Me meus kont(et) ur bern traou doc'h… Lak ar CRS toud hir war, war la bande (aha)noh pet(r)am…

– Ya-ya-ya, am(añ) n'eus ket « bande » e-bed

Heñ ?

– Am(añ) n'eus ket…

Ha n'eus ket bande (e-)be(d) ?

– Ah beñ nann, am(añ) é numerik an traou !

Ah ! Hag a ganoh (e)ma brem(añ) modern 'ta !

– Ya

Modern

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog