28/11/2015

Ar sêsoniou zo cheñchet

Bet divanket d'an de kentañ deus mis-kerzu 2015
Corrigé le 1er décembre 2015

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba Berrien ga Ch. Fer gad ur paotr. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha a(v)el mis-meurzh a zisec'he toud wechou ?

Ahhh ya ! Sec'hor, sec'hor mis-meurzh vije gwraet deus an dra-he

– Sec'hor mis-meurzh…

Sec'hor mis-meurzh kwa, ya ! Ah ya… Peuriñ ba mis-ebrel, ba'h mis-c'hwewrer ha sort e-bed ba mis-meurzh ! Nann, sec'hor mis-meurzh

– Ah boñ

Ah ya

– Pa vis(e) peuriñ ba mis-c'hwewrer ?

Ya ya memes bremañ, bremañ zo, damaig 'ma hond da ve glas ar parkeier ahe gis-se kwa, med 'tresseg 'benn mis-meurzh vo peuriñ bremañ ba mis-ebrel hag mis-c'hwewrer ha 'benn mis-meurzh vo sort e-bed ! Nann, (ne)med ar sec'hor ! Sec'hor mis-meurzh, n'eus ket… An dra-he so un dra hag a zo bet digoueet, bremañ vé ket kement kin, ar sêsoniou zo cheñchet kwa, med bet zo bet un amzer hag a vije sec'hor c'hoazh ba mis-meurzh ar mod-se hag hé sort e-bed kejimant kwa ! Oh nann, devet an traou toud…

– Devet, devet vis(e) an traou ?

Ya, devet ! Ya, ya, rostet so toud ga'r sec'hor, ya… Ah ya

– Ha pe-sort mod vis(e) laret ? Ar parkeier oa ru pe… ?

Ah ru, ya ! Ya

– Ah ya

Devet, devet eint kwa ! Ya, devet, ya

– Ha goud(e)-se tàe d'en-dro ba mis-ebrel, nann ?

Heñ ?

– Goud(e)-se ar peuriñ tàe d'en-dro ba mis-ebrel ?

Ah nann ! Mar teue glô ar peuriñ teue d'en-dro (a)darre kwa heñ

– Ya ya

Da, d'ond doussoc'h an amzer kwa ya ! Beñ ya, an dra-he teue (a)darre kwa, ya… Oh ya

– Ha petra vis(e) laret deus a(v)el mis-meurzh neu'n ? An heñi ze(v)è ar mod-s(e) ?

Meus ket joñj petra vise gwraet deus… Nann, nann meus ket joñj deus petra vije laret deuh a(v)el mis-meurzh, nann

– Klêt meus tud lared lar vis(e), ma vis(e) a(v)el yin ba mis-ebrel pe barzh, ba mis-mae vis(e) laret : meurzhañ a ra

Nann, nann. Me meus ket bet klêt

– Peus ket bet klêt se ?

Nann, neuhe a laron dit, neuhe meus ket, kalz traou meus ket bet chilowet james deus an amzer

– Ah ya

An amzer nann, n'é ket… Deus an amzer, nann, nann… Ah nann !

– Ha 'hend-ell, wechou halle ar glaw chom pad, pad pell ba mis-eost pé vis(e) an eost prest dé, dé vi despunet, pet(r)a vis(e) laret neu'n ?

Ya… Kalz a draou vise laret neuhe, kalz… Ur revin é kwa gad, ma ! Ma vé chomet pell an eost, gwech-all neus bet a-wechou, laron dit, zo bet kejimant revinet an dud ga'n dra-he, pa ziwane an ed ba'r parkeier ha mem d'an ampoent-s(e) vije chomet an ed ba'r parkeier, chomet savellet e vijent, bremañ vé ket kin 'e. Bon a-wechou memes a ziwanent ba'r parkeier 'benn vijent kerc'het. Ah ya ! Bet kollet-net ! Oh ya… Lod vije delc'het 'nê ha vïe gwraet berniou bihen ha lod a ree berniou, amañ vije gwraet bernigou bihen deusoute kwa

– Ya ya

Ya hag ar re-he chome mad kwa, med ar re chome ba'r savellenn neuhe 'r re-he dape dour toud, us d'ar re-he vijent ket troc'het ma viche ket voien d'o(be)r ha' ziwane ba'n o, ba'n o blantenn neuhe memes-mod kwa, ar beg 'h ee d'an douar c'hoazh ha vije foutu

– Ha laret vis(e) « diwanet eint », ne vis(e) ket laret « higilet » pe… ?

Nann, nann, me lar « diwanet » ya

– Diwanet

Ya, ya, ya

– Ah ya… Ha pet(r)a vis(e) laret ma gouee an ed, ma dorre an ed ha 'h ee d'an douar ?

Ah ! Gourveet, gourveet é 'n ed

– Gourvelet é 'n ed ?

Ya, gourveet eint, ya

– Gourvelet ?

Ya, gourveet ! Gourveet, ya, couché quoi si on veut quoi hein

– Ah ouais, ha neu'n vïe, ziwane dre ar penn-ell deus… ?

Nann, dre ar… ! Ah nann, ur wech tal touchet an douar ma vich(e) ket voien da droc'hañ 'nê dizhtu a ziwanent deus an douar ar mod-se kwa, ya ar beg, ar beg 'h ee d'an douar dizhtu

– Ya ya

Ar beg oa pounnerroc'h, 'houzoh walc'h, pugur oa ar greun barzh, 'h ee d'an douar hag ahe ziwanent buan ma chome golo

– Ha vé ket laret « dowbennet é » ?

Meus ket bet klêt, nann

– Nann ?

Nann, meus ket bet klêt, med d'ar fin… Alïes vije gallet, oa ur jeu bennag da zestum anê memestra kwa ya

– Alïes vise red kaoud ur jeu benneket dé… ?

Oh ya ! Da zestum 'nê ar gwellañ ma vije gallet ! Un tamm koll a vije kwa, med da goll, n'eent ket toud da goll memestra kwa, nann, cherret e vije. An dra gwellañ a meus bet memestra da zelc'hen (aha)non 'e tamm-ha-tamm, ah memestra ya. Oh ya ! Neuhe vije poan ga'n ed ha kemer poan ba traou toud

– Kemeret vis(e) poan ?

Oh ya ! N'é ket un tamm bihen c'hoazh ! Oh ya ! Ah ya, un' meus bet gwelet ur wech pé me ma pemzeg, me meus gantoñ troc'h, troc'h(et) ed ga'r valz, med me meus gwraet ha neus bet neuhe hag a vije ar c'hargad vije astennet war ar park hag a vije lesket da sec'hañ ahe gis-se, goûd a res blam d'o(be)r petra ?

– Nann

Blam da zibellañ 'naoñ, pudur ar pell oa red kaoud da lakad ba'h golc'hidou zo ba'h ar gwelïou

– Ah ya

Ya ha pé vije bet ur penna(d)ig war ar park-se bon euh, viche miret ur c'hrogad, un tammig bihen kwa hag a zibelle kalz gwelloc'h kwa hag a vije destumet goud(e)-se neuhe hag ereet neuhe (a)darr(e)

– Ha pad pegeit vïe, vis(e) les(k)et war ar park

Oh ! Tri-pevar devezh kwa, ya, med drog é un tamm bihen blam daoñ da zibellañ kwa, d'ar pell da zond deuh ar c'herc'h kwa, ya blam da gaoud ar pell da lakad ba'r gwelïou kwa. Vich(e) ket lesket re, kar mar vije chomet re, mar teue ar glô re warnoñ a teuie da suilhañ kwa, oa ket mad neuhe kwa, nann. Ya ya, kompliket ar jeu, ya

– Ha vis(e) ket leusket da suilhañ ?

Nann nann nann, med bremañ boe é deut ar mekanikou bras ha traou mod-se, n'eus ket bet… Me meus gwelet dornañ gad, ga mekanikou-keseg hag ahe gis-se a vije red, ar c'herc'h oa sterd da zornañ 'sell ahe pé vije bet astennet war ar park diboe ur c'hrogad hag oa kalz aesetoc'h da zornañ ha dibellañ ree, ya 'ha !

– Ah, aessoc'h dé zornañ 'e. Ya, med an dra-s(e) oa mïoc'h labour 'è ?

Daon ya ! Labour oa sur ! An dra-he é ar bern labour zo bet gwraet ganomp da droc'hañ an dramm, an dramm gerc'h ar mod-se, bon (????) bon ha oa ar sistemig astennet ar mod-se kwa. Bon, houzh ar ree 'e gad an divac'h pe gad ur c'hrog ha vije gwraet un horzenn deusoute just, med red vije eren 'nèi 'e sell vije tapet un tamm neuhe, an tamm kerc'h neuhe ha gwraet un horzenn neuhe kwa ha troc'het oa ar penn deusouti ha passeet da zornañ hag ar bord vije gwïet ha gwraet an horzenn neuhe, ah ya…

– Ar merc'hed 'h ee ?

Oh daon ya ! Ar merc'hed, toud toud an dud a'h ee !

– Toud an dud 'h ee, ya ya

Toud an dud, ya ! Oh ya… Toud an dud, ah ya…

18/11/2015

Ar saout hag an amann

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer barzh Goassalec ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha bet out bet lak, lak ar saout da beuriñ war-dro ar parkeier-ed ?

Ah ya !

– Ha pet(r)a, pet(r)a vise laret neu'n ?

Ah beñ « troelliñ ar saout » kwa

– « Troelliñ ar saout »

Ah ya ! Ar re vij(e) ar mïañ laezh gate kwa. Ah ya, ar vamm ha me zo bet oh o(be)r an dra-he hañ !

– Ba Skrigneg peus gwraet an dra-s(e) ?

Ya ! Hag a deut amañ, ya. Troelliñ ar saout, teir-pider beuc'h ganemp

– Ah ya ? Med staget vijent…

Ah vijent ket, vijent ket !

– Ah nann ?

Ar re-he oa dresset ar mod-se kwa hañ !

– Ah ya…

Ah ye ! Ha mod-all vije daw be ga'r saout, oa ket paotr-saout d'hersel d'ar poent-te, set' vije daw beañ 'tiwall ar saout dalc'hmad

– Ya ha ar merc'hed 'h ee pe ar baotred ?

Ar merc'hed a'h ee, ar merc'hed a'h ee, sell vije, vije gwraet stamm

– Oh ! C'hoarïet vis(e) gwraet 'è, nann ?

Ah ya ! Beñ keit-ha oah yowank kwa, med goude vije dit ha tud, tud 'n oad vije daw beañ ga'r saout memestra ! Ni zo bet, paotred-saout ha merc'hed deuh ar skol neuhe kwa, lem vije kalz (a) vugale vijent kontan d'hond da blam da gaoud un dra bennaket 'e, 'houzoh walc'h ha un' neubeutoc'h war ar boued

– Ya ya… « Un' neubeutoc'h war ar boued » vis(e) laret ?

Beñ ya ! D(a) neuhe vije laret an dra-he, neuhe teue neubeutoc'h war ar boued kwa ba'r yêr ! Ha ene neuhe oa powr an dud hañ ! D'ar poent-te, bremañ matresse zo miser a-blassou, med neuhe 'n terou(a)r oa mïoc'h hañ !

– Ha hezh, hezh tàe da ziwall ar saout ti ar re-ell ?

Ah ya ! Ah ya ! Ni zo bet ganemp ar mod-se hañ ! Ha goud(e)-se omp aet pepred, zo tud, tud 'n oad bremañ 'houzoh walc'h… Bah ! Pa oan ba Skrigneg amañ, amañ n'eus ket, eo ! Bet so ganemp memestra 'boe omp deut da Oassalec, un'… Petram dac'h un' vihen oa ket unneg la, unneg, bihen, paotr-kaezh hoñzh lampet deus goûg ar saout da lak ar cha…, da stagañ 'nê da lakad passeal ar chadenn, oho !

– Ha pa ket owen gwel 'nèi ker yowank da… ?

Nann, med deuh an dra-he é dit diwall deuhouti, med chikou reen 'nèi, med : « Nann, nann, nann ! Ba'r (????) ! » Ha choukour, deut deus goûg ar saout

– Med ar saout oagn ket, oagn ket 'vel bremañ ?

Ah nann !

– Neubeutoc'h oa, anaoud reent an dud

Ah ya ! Ah beñ ya ! Petra vije neuhe, ffouf ! Da poent-se mamp bet matrehe dowzeg beuc'h-laezh pe un dra mennaket mod-se kwa hañ ! Oa neubeutoc'h ken oa deut an trayeuse électrique oa augmenté

– Ha petra reeh ga'r laezh neu'n ?

Beñ amann a vije gwraet da zigentañ

– Ya

Hag ar laezh vije rôet d'ar loueou ha d'ar moc'h

– Ya ha pe-sort mod vis(e) gwraet an amann ?

Ah ! Ah beñ ba'r, 'h een da droiñ, ar manivelle da droiñ ahe

– Ya ha pe-sort hano vise ràet dèi ?

Ar ribout

– Ar ribout, ah ya. An amann vis(e) gwraet ba'r ribout ?

Ya. Ar wech oa deut an elektrissite neuhe mamp, oh prestig goude, mamp prenet un ekremeus hag ur ribot elektrik, toud elektrik, opala ! Neuhe 'h ee an traou en-dro 'ha !

– Ah ya… Ha peus kontinuet neu'n dé o(be)r amann neu'n d'ar mar(e)-se ?

Ya d'ar mar(e)-te, med ar wech oa komañset ahe da zepugn laezh ha mamp dessidet da reiñ laezh. Ha ga(v)e ket din-me, da zigentañ raog reiñ laezh, « dam neuhe chomo ket seurt e-bed da reiñ d'ar loueou bihen ahe » ha vije 'ha, c'hwi vo lared, daon ! Neuhe deut deoñ « pe-naos vé gwraet 'vid sevel ar loueou hag ar moc'h ? » Geo ! Neuhe 'n-hini vije gwraet arc'hant, houzoh walc'h, neuhe oamp ket… Arc'hant an amann a'h ee toud da brenañ, da brenañ boued, da brenañ ispissiri kwa

– Ha war-lerc'h chome arc'hant ?

Ha war-lerc'h ar laezh neuhe a chome, chome arc'hant memestra 'houzoh walc'h ! Bon, neubeutoc'h labour oa ! Set' mamp kresket, deus teir pe bider beuc'h, ar laezh, kalz sklaber, laket ur bak demp, da zigentañ vije ga bidoniou, passeet bemde da zespugn bidoniou ugent ahe ha goud(e) oa laket ur bak, ar bak a laezh, neuhe ar wech a oa kourañ kwa da zespugn ar laezh, neuhe a vije gwelet un tamm mone memestra kwa d'ond da…

– Neuse vis(e) gwelet un tamm mone… Med ne vis(e) ket, vis(e) ket kalz erc'hent war ar maes ?

Ah eh nann ! Ah nann ! Nann nann

– Pe-sort mod vis(e) laret ma ne vis(e) ket erc'hent ba'n ti ?

Beñ, powr ar jeu kwa hañ !

– Powr ar jeu ?

Beñ ya, vije daw selled just hañ ! Lod ha ma zad n'in ket da lar int bet, é bet sterd ar jeu dê, geo ! Partoud war ar maes é bet, é bet sterd !

– Ya, ya ya, 'vid toud an dud

Goud(e) ar vresel ahe…

– Ha petra, oa ket, oa ket un dro-lavar da lar n'eus ket kin erc'hent ba'n ti ?

Beñ, kalz plassou bihen hag euh, pff ! Un neubeud rapport kwa. Ar wech a oa kresket ar feurm neuhe oa mïoc'h, mïoc'h a laezh kwa hañ ! Pa oan plass Ar Gall ahe, petra oa ? Ped, ped… Oh ! Eizh, eizh ha pider, dowzeg, dowzeg beuc'h. Oamp ket kapat da zelc'hen mïoc'h, oa ket (a) blass ma ! D'un' yowank vije bon 'zhpenn kwa. Meur a c'heseg oa neuhe c'hoazh vije daw kaoud boued dê heñ !

16/11/2015

Ur valc'h n'é ket sañset da gaoud bronnou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Berrien gad ur paotr hag e wreg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar paotr
Ar wreg



– Pet(r)a vis(e) laret deus an heñi ouïe ket troc'hiñ ha deus an heñi ouïe o(be)r ?

Beñ oa ket, oa ket un ouvrïer mad kwa ! Oa ket un ouvrïer mad ma ouïe ket go(v)eled na lemmañ mad. Boñ, amañ vije, ba'r vro-mañ vije troc'het kalz goujil ga'r valz

Ga'r valz vije gwraet ya

Ar goujil da lak dindan ar loned kwa ! On faisait des grands tas l'été pour passer l'hiver et là aussi il fallait savoir couper

– An dra-s(e) oa sterd da droc'hiñ ?


Oh fei ya !

Ah ouais gast ! An dra-he oa sec'h, houzoh walc'h

Ha oa daw plegañ ha plegañ ijel hañ

Ijel hañ

Ha da gein, da gein dape ma'hat ma oa ket mad da gein ha an tad-kàer a oa ur champioñ 'vid an dra-he, hezh a ouïe troc'hañ goujil !

– Ha goud(e)-se vis(e) daw mond da glask 'nê pell, nann ? Amañ oa goujil ba'r vro ?

Ah ya daon ! Ah ya 'ha ! Ar mene ahe zo duzhtu ya

– Ah ya

Ha deuh ar (????) 'h es war ar mene

E vab, goude-se neuhe oa, breur ma gwreg ahe, hezh oa un dèn kosto hardi, paotr-powr ! Ola ! Ha hezh a, il battait tous les autres !

– Pe-sort mod vefe moien da lared se ? Deus un deñn ha' zo kreñwoc'h 'vi(d) ar re-ell ?

Un dèn kapab !

– Ya, n'eus ket traou-ell da lared, ha hezh ree… ?

Ha oa nerzhus !

Un' ha oa gouest kwa !

– Y a pas des expressions en breton pour dire « il leur en mettait plein la vue, il leur… » Pe-sort mod zo moien da lared se ?

C'est-à-dire hezh oa doué, doué vis(e) laret 'vid ar valc'h, goûd a ouïe labourad ga'r valc'h ha ga'r valz, pugur oa disket daoñ en-yowank, yowank vije da-heul e dad ha na disket

– A-wechou ar valc'h 'h ee, pé ne droc'he ket, pet(r)a vis(e) laret ?

Pa 'h ee dreist 'e

– Mond ree dreist ?

C'est-à-dire que ma oa, ma oa berniou douar-gôed ba, ba-tousk ar voenn, pass skeiñ da valc'h ba'r berniou douar-gôed

Ya, pass skeiñ da valc'h

P(e)tram goude-se droc'he tamm (e-)bed ! Goude-se ne droc'he ket

– Ha pa ne droc'he ket kin tro-walc'h raog, raog…

Ya beñ renkemp go(v)eled

Renket ar mod-se da (ho)veled !

Da (ho)veled 'nèi

Taped 'nèi ga…

Ar re-he vije da-heul ha war o c'hein 'h ee ar morzhol hag an anve gate

Ouais

– Ah ya ?

Ya, ar re-he oa war o skoa gate ar mod-se da-heul ar valc'h hag a vije daw dê 'n-om lak da (ho)veled

– An dra-s(e) oa pounner

Oh ! Oa ket ! Oa ket, na oa ket pounner hañ !

Oh nann ! Nann oa ket pounner

Oh non !

– Et la pierre à aiguiser, ça s'appelle comment ?

Ar mên-lemmañ

Ar mên-lemmañ

– Ar mên-lemmañ ?

Ar mên-lemmañ hag ar c'horn-valc'h vije staget deus, staget deus ar senturenn

– Ar c'horn-valc'h ?

Korn-valc'h, med be ma un' ahe, n'ounn ket da b(e)lec'h é aet…

– Da lak ar…

Ar mên-igolenn

Ar mên-lemmañ

Ar mên-(i)golenn vije gwraet deuhoutoñ

Et ça aussi, tiens ! Pour acheter ça, ar mên, 'benn da gaoud ur mên mad a renke beañ kalite vad !

– Ya

Ur mên kaled ! Ma oa ur mên re gwag

Gwag, ya

Na lemme ket, nann

– Ba'r c'horn-valc'h vis(e) dour neu'n ?

Ya, dour vije

Dour, ouais

Hag un tamm voenn da zelc'hen ar men e-barzh

Ar mên, un tamm mên mad

Un tamm voenn laket da gargañ 'naoñ kwa

Ar mên mad vije delc'het goude vije torret, vije laket un tamm, un tamm taol d'o(be)r ur raloñj daoñ ha heñ vïe delc'het ken-ha-ken, ken a vije us

– Ah ya ?

Ah ya

Petram vije torret kwa

Be zo un tamm ahe, kea ?

Matrehe oa

Ha ha lar din : « Tapes ket 'r mên ! Hezh so din-me ! » Lar

Ya ha aet é ganin-me da lemmañ ar gontilli-kujun

– Ah ya… Ha bi oa tud ha vis(e) red dê lemmañ alïessoc'h 'vi(d) ar re-ell ?

Ah ya ! Lod renke lemmañ alïessoc'h

– Blam bet(r)a ? Blam oagn…

Blam bet(r)a ? Blam…

– Blam oagn teuk pe… ?

Blam oa ket go(v)elet mad

Ma 'h ee ba'r berniou douar-gôed petram ba'r…

Petram oa ket go(v)elet mad !

Ma skôes ba, ba'r lann pe ba'r (???), ar valc'h oa, na droc'he ket kén

Petram ne oa ket bet go(v)elet mad 'e !

Nann, bremañ n'ouzes ket petra rañw ?

– Nann

Pugur meus, n'on ket gouest da droc'hañ ga'r valc'h kén, meus ket nerzh walc'h, vé gwraet ga'r fissellenn

– Ah boñ ??

Ar fissellenn

– Ha aessoc'h é ?

Ah ya ! Ha fei n'eus ket kement…

Amañ zo kalz gwe ha des rochers et de tout ça

– Ya ya

Houmañ a'h a partoud

– Ah ya sur

Partoud ! L'été m'appelle tiens, ouin-ouin est dans le train ! Fais les talus, tu sais l'herbe qui est, qui est entre les pierres, je coupe avec, tout ! Allez hop ! Tout est propre !

– Ah ouais, mais vous aimez bien jardiner

Et ça va vite ça !

– Et pour dire que la faux est émoussée, y a pas un mot en breton ? Elle est un peu dentelée ou à cogner dans les choses, y a pas un mot ?

Oh non !
Ma ve danteleet n'é ket mad hañ !

– Nann, med pe-sort mod vé laret se e brezhoneg ?

Beñ, ur valc'h n'é ket sañset da gaoud bronnou

– N'é ket sañs(et) da gaoud bronnou

N'é ket sañset da gaoud bronnou, ma res bronnou dèi, eh ! Neuhe droc'ho ket pell, heñ ! Neuhe skôes re galed ! Pa vês é (ho)veled

Oh, me ouïen ket pet(r)a vije gwraet deus an dra-he

Heñ ?

Me ouïen ket pet(r)a vije gwraet deus an dra-he, me meus ket bet klêt

Si si ! Me vije gwraet goap deuh-ouin ga ma zad-kàer : « Ah gast paotr ! Roiñ a res bronnou dèi, 'h i ket pell ga'n dra-he ! » Hañw nïe disket din go(v)eled, pugur renk a res, pé 'h ees ba'r prad, oa ket tamm koat ganes, laket l'enclume, renkes klask douar

Lem oa kaled ya

Lem oa kaled an douar kwa blamed da…

Da blantañ ar go(v)ell

Blamed da an enclume da jom, 'vid chom mad

– Ah ya

Ma lakes 'naoñ lem é gwag, ça répondait pas

– Pe-sort mod vé laret se e brezhoneg ? « Ça répondait pas »

Daw oa klask un tamm douar kaled 'vid plantañ an anve, an anves, an anve, 'vid go(v)eled

Ya petram ar go(v)ell

Ar go(v)ell 'e ?

Ya, ar go(v)ell

An anve vïe gwraet deuh an dra-he

An anve vije gwraet deuh an dra-he 'e ? Ah boñ…

– Et vous avez dit « ça répondait pas » n'eus ket moien da lar se e brezhoneg ?

Daon ! Responte ket 'ha !

Nann, ma ree bronnou, ma skôes re galed, oa ket mad d'o(be)r 'n-ur (ho)veled kwa !

– Ha vis(e) ket sterd, sterd da hadtaped pa vis(e) kalz bronnou just walc'h ?

Eo ! Tap an dra-he en-dro goud(e) oa sterd heñ !

Ouais

Heñ ?

Ouais, goud(e)-se renkes usañ 'nèi

Usañ 'nèi ya

– Red vis(e) usañ 'nèi…

Renkes usañ ga'r lim

– Neu'n vis(e) daw mond d'ar gêr ?

Bremañ me rañw ket kin ga'r go(v)ellou

Daw vïe d'an dud dond d'ar gêr ma vije ket, yeo sur ! Red vije…

– Ar lim vis(e) ba'r park ?

Ur lim vije gate

– Ah ya

Ur lim vije gate 'e ?

Oh oui !

– Ha beb-hañi na e benvijou, toud ?

Oh oui !

Oh ya ! Pep-hini nïe an dra-he

Ah oui, oui ! Bon, bremañ me welon ket pugur welon ket sklàer ha ra ga'r lim, ar lim vé ganin 'h o(be)r an tronçonneuse, ur lim rond ahe, tu passeras dessus que c'est, je m'en sers presque, presque pas, fais tout à la ficelle

14/11/2015

Pass dec'h mond maes ! Ahe 'ma an Ankou

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Berrien gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha deus pet(r)a vis(e) kaoseet ? Pet(r)a, pet(r)a vis(e) laret d'ar vugwale 'vid pass, 'vid pass dê mond dé, dé haloupad deus an noñs maes an ti ?

An Ankou

– An Ankou vis(e) maes 'e ?

Ya ! Da lein vise laret dê : « pass dec'h » ah ya ya ! An dra-he vije laret 'hat ! « Pass dec'h mond maes ! Ahe ma an Ankou », med an Ankou me gav din-m(e) an dra-he vis(e) tud degiset pe un dra menneket d'n-im amusiñ… An dra-he vije laret, ya mamm neus bet laret an dra-he din-me, ya. « Faot ket dit mond maes da haloupad » na laret, « ahe (e)ma an Ankou ! » Dram d'o(be)r owen demp, matresse vis(e) d'o(be)r owen dê hañ !

– Oh ! Sur walc'h, ya

Ya

– Med ar vugwale nise owen hañ !

Ya

– Ha vis(e) ket kaoseet deus teused pe deus…

Teus ah ! An dra-he nann

– Deus ar lutun ?

Deus ar lutun meus bet klêt ya ya, med ga, ga ma zud n'é ket bet kaos deus an dra-he, med bet meus bet klêt re a lar : « N'eeh ket ahe, ahe (e)ma ar lutun ! »

– Peus ket bet gouïet pet(r)a oa ar lutun ?

Nann. Gwech-ell, ba da vro te 'vel du-m(añ), 'vel, 'vel lec'h on bet, feus ket joñj vïe heñchou ? Heñchou goueñ, heñchou moan moan moan ahe vïe gast ! Hag vé, vije gwraet owen dê gast ! D'ar vugwal(e) blam an heñchou vije don hag ar c'hoat war'nê, goleit an heñchou koat, feus kemed joñjal hag ar re-mañ vïe heñchou don don don hag vïe laret demp « pass mond ba'n hent ahe, ahe feus lutennou », matress(e) feus klêt an dra-he ya

– Ya ya

« Pass dit mond ba'n heñchou ! » Ha oa kalz a heñchou kozh gwech-ell heñ ! N'é ket 'vel zo bremañ sur 'ha ! Amañ oa papred, ken vis(e) owen 'hond da gerc'had ar saout

– Ya, med ar lutenou ne vise, ne vijent ket (ne)med deus 'n noñs ?

Med toud deuh an noñs hag an dra-he vis(e) wechou, euh… Brini pe un dra bennaket 'vise, kañwen petram lapoussou-ell ma feus c'hoant ha vïe laret dec'h « Oh ! Red 'o dec'h mond ba'n hent don » ha me viche un tamm divêt tond kerc'h hor saout ha me lar ha red vise reiñ koat dê d'ond barzh. Bremañ zo heñchou braw sur, med war ar maes war ar c'hêriou oa kalz a heñchou kozh hañ ! D'ond ga'r c'harr-koat zo, oa ket emm deus un hent leden, 'hond ga ur lon-keseg ga ur c'harr, mod-all me welon ket ahe !

12/11/2015

War-lerc'h an despugnerien tà an dispignerien

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer barzh Kergloff ga diw blac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

(Meus ket komprenet mad toud ahe, po kime lared din-me ma teueh 'benn da gompren gwelloc'h 'vidoun)

- Ch. Fer
Plac'h
Plac'h



– Ha 'hend-ell, deus ar re oa frank ? Ar re ràe o draou…

Ah ya ! Med 'benn-neu'n oa daw dê'gn kaoud traou despugnet ga'r re-ell 'benn, 'benn mond da reiñ 'nê, pugur n'é ket heñw né despugnet 'nê alïes… An dra-he zo… Ha « war-lerc'h an dispugnerien tà dispignerien », re a zispign… Set' ar re-he voa disp… dê'gn dispign ma ne viche ket bet ar re-ell 'tespugn 'nê a-raog, « war-lerc'h an despugnerien tà an dispignerien », wechou… 'H o(be)r traou-se, traou-ell… Oh beñ ya, me n'onn ket heñ !

– Ya ya, nann me meus ket bet klêt gwech e-bed

Ah ! Oh yao ! Med yowank oah hag ouïeh ket d'ar mar(e)-te, n'é ket kapat an den, un dèn alïes tàe mïoc'h anoudegezh daoñ dre ma tà war an oad

– Ah matre'n

Yao ! Kar, me, evel me pé oan yowank, ma-karet, me meus bet gouïet toud an traou-te, na ket spered walc'h neu'n da gompren lar oa gleet daoñ 'h o(be)r intañsïon toud ar pezh a lare ar re-gozh 'è… Me meus bet klêt serten traou, med pff ! 'Boe zo deg la ha tr(i)-ugent so hag an dra-he memestra gomañs 'è. A-wechou tà 'n traou-mañ war o gis. Oh ! Bi so lod ha' oar traou, rimodellou ar mod-se

– Ha deus un dèn powr ?

Ar bowr pé benvidika / Ga'n Diaoul a'h a

Ya, med… An dra-he, ya

Ya, enfin c'était une expression

An dra-he, ya !

– Ar bowr ?

Ya, med 'benn-neu'n é daw d'ond, d'ond pinvidikoc'h 'vid, 'vid… Ah ya, med deus… Christiane lar un dèn powr !

– Ya, med lar din ar pezh so laret dija ?

Marie zo laret

Ya beñ, « ar bowr pé benvidika / Ga'n Diaoul a'h a ». An dra-he vije laret blam lod deus ar re-bowr pé 'n-om gavefent penvidig selle deus ar re-ell deus uhel heñ !

Ya, joñj ree dê'gn oagn penvidig !

E galleg an dra-he so (????)

– Ya

Powr pe benn

Ha na gomprenent ket ba'r re zo 'vel, 'vel oagn bet a-raog kwa heñ ! Na sellent ket deus ar reñ-se kin ! Set' dam ! Blam se vije bet, vije gwraet goap deus ar reñ-se 'è kwa ha vije laret « Ah ! Ar bowr pé benvidika / Ga'n Diaoul a'h a »

Ah ! Ga'n dra-he rim mad 'hat, « pé benvidika »

– Ha deus ar re zo penvidig ? 'Hend-ell

Oh ya ! Med ahe zo traou ha' zo despugnet, alïes vis(e) méfiance ha goulskoude alïes nïent despugnet 'nê ga ur boan, labouret é hardi ha goude, ma ka(s)imant hond da lared vé ket re honnête

– 'Hend-ell, deus an douar, an douar a oa powr, douar powr oa 'hend-ell

Ah toud an douar oa powr !

– Ya

Oh ! Oa ket kalz feurmiou bras hag alïes oagn feurmiou, oagn deuh an noblañser, merourien oa an dud kalz da neuhe. Oa ket tud hag ba o blass o-hun d'ar mar(e)-te, pass kalz. Tamm bennaket matre'n, devezh-arad, dow, deg devezh-arad… Oh ! An heñi nis(e) ugent devezh-arad daoñ e-hun 'benn-neu'n vis(e) penvidig ! Ha hañi neus douar dèoñ e-hun, ar re-s(e) 'h ee ba o blass o-hun, oh ya ! Med oa ket kalz deus ar re-s(e) ! Med poan, an douar vis(e) poan labourad 'nê dalc'hmad, an heñi droie un devezh-arad douar ba e devezh ga keseg vé ket bet 'tihan ! Ga dow chô hag e brabañ

– Sur

Vije laret. An dra-he zepande, ba-kreis ar goañw 'è, pugur ahe vïe daw 'h aretal 'benn nos, viche ket elektrissite… Ba-kreis ar goañw, ahe oa berroc'h an de, pell goud(e) ouïe fagodo ur c'hant fagod ba o devezh, oh ! Benn-neu'n nïent labouret ! Sur nïent ! Neu'n vis(e) troc'het, troc'het vïent 'benn-neu'n ha renket war ar park, alïes troc'het ga'n hach ha goud(e)-se neu'n vis(e) un'-ell petram hign o-hun neu'n ha renkañ 'nê ha goud(e)-se vis(e) an heñi-ell neu'n ga e chelp neu'n 'h o(be)r fagod. Ur wech oa mé dad tond deus Karais ha oa ar c'hantonier 'h o(be)r fagod ba-kost an hent… Ar c'hantonier, powr-kaezh kantonier ! Hag e ma dad lar daoñ, ba park ar Rest oa aseet ene 'ha, braw ha toud hag oa chomet ma dad souêt :

« Med echues ket di horzenn gentañ ? »

« Ah ! Med deut an eur ! » Lar-heñw, « d'hond da lein »

Ha chomet an horzenn gentañ dre an hanter, lare ma dad, biskoazh ma gwelet ar mod 'h o(be)r an dra-he c'hoazh, traou mod-te vé ket gwraet !

– Ha d'ar mar(e)-se vis(e) gwraet traou ar mod-se ?

Ya, ar c'hantonier…

– Ah ya

Ar c'hantonier ! Pass ar re-ell, 'hann da neu'n vïe bet…

Me joñj din petra da lared, vije laret deus ar re-bowr

Ya

« Ar reñ-s(e) é du o rèr »

Ah beñ ya !! Oh ya, ah ya ya ! An dra-he vije laret, ya

Ha deus ur park da lared 'è, pé ziwane ket an traou, ma oa ar park-s(e) pe un dra menneket bremañ kwa heñ ! « Park hezh du é rèr kwa », pe « ru e rèr », blam vé gwelet an donder, an dra-he so deut deus, ya deus pezh vije laret deus ar re-bowr kwa, hemañ zo un dèn (???) ha oa 'tond penvidig ha « d'ar mar(e)-se oa du mé rèr kwa »

Ya

Ya, ha du o rèr

Lod lar lar vé gwelet ar logod 'haloupad (???), 'benn-neu'n vich(e) ket kalz rekolt 'e

Ah ya ! Med an dra-he so ba'r parkeier

Ya, ya ! Parkeier…

Ya, med deus an dud kwa vis(e) laret se

– Ya, med…

Ya, med deus labour ar parkeier lare, pe-sort mod

Ya, med an dra-he so deut ya, petram tud é fougeal ha traou ar mod-se oa fougeal gate, (???) toud, hag 'e an all, an dud-ell lar kwa heñ ! Petram sell deus ar re-ell deus uhel neu'n, an dud-ell oa lar : « Gast ! Ha goulskoude lar 'r reñ-s(e) é du walc'h o rèr » Ya

An dra-he (???) un tamm deuh ar blousenn hag ar solier, lar an dud

– Ah ya

Ya ya, añfeñ boñ !

– Ha 'hend-ell, ne vis(e) ket komzet deus làerien-amann ?

Ah yeo ! Eo ! Pe 'benn vis(e), be vis(e), wechou vis(e) poan klass o(be)r an amann, hezh é… Ba'r goañw ahe gis-se, oh ba'r gouañw vis(e) poan gantoñ, dalc'het 'naoñ ba'r c'hogn ha ar pod-koèien ba'r c'hogn ha derc'hent da droiñ 'naoñ, mod-ell ma vis(e) bet re yin, neu'n vich(e) ket bet deut gwech e-bed kàer ga'r pezh oa war'naoñ. Hag wechou memes… Ha ma vis(e) re domm, neu'n 'h ee toud maes… Hag petram ma vich(e) ket kalz, kement amann 'vel oagn choñj kaoud, a-wechou vïe mïoc'h a laezh 'è ba'r c'hoèien, neu'n vich(e) ket kement amann ha neu'n vis(e) laret : « Ahe é aet, aet é an amann ga'r làer » Petram ma vich(e) ket kalz laezh ga'r saout, bet é bet ar làer 'hoer(o) ar saout raog oagn digoueet

11/11/2015

Pe-sort mod vise gwraet an andouilh ?

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet assames ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Kleden ar bla-mañ. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
G.
J.



– Ha traou vis(e) laket ba, distribilh deus ar chimin(al), n'é ket ?

Euh, ya, med an dra-s(e)…

– Silsig matresse ?

Anduilhenn ?

Nann, mé mamm ree ket an dra-he na mé dad 'e. Nann, nann

– Mogedet traou

Andouilh, andouilh nann

– Andouilh neuhe vije gwraet

Andouilh vise gwraet ya

– Ya

Med mouged(añ) kig nann

– Nann

Nann, nann, nann

– Med andouilh peus gwelet, peus gwelet 'h o(be)r ?

Ah ya ! Ah med an dra-s(e) ouïen 'h o(be)r 'è

– Ha pe-sort mod vé gwraet neuhe ?

Ah gast ! Beñ, andouilh, pe-sort mod vé gwraet, beñ ga bouellou ar pi-moc'h heñ !

– Ya

Vis(e) kempenn(et) mad ar re-s(e), impeccable. Lak(et) un tamm bi(he)n ba'n hor'n [holen] euh. Ha goud(e)-se rekuper(et) neu'n ba'r pi-moc'h ar pezh so sañset d'ond ba'n andouilh parce que gouïed walc'h ret lar ba, ba'r paté 'h ee ur sort kig. Un tamm saossis vis(e) gwraet 'è, ar re-h(e) oa ur sort-ell kig. Ha goud(e)-se, ba'n andouilh 'h ee beñ toud ar pezh euh… « Le cinquième quartier » 'vel vé lar(e)t, ar bouellou

– Restachou kwa

Voilà, hag 'e neu'n kig-kov. Kig-kov oa ket gwal estimet 'naoñ oa, hezh vis(e) flim, 'vel vé laret e brezhoneg kwa, hezh vis(e) blot kwa heñ ! Na ket kalz blas ba, 'vel…

– Ya ya

Dé lak(ad) dé sall(añ) ma peus c'hoant. Ale ! Vis(e) troc'het-hè trañchennou ha vis(e) plant-hè ba'n andouilh dé, ba'r bouellenn, ba'r bouellou bras kwa heñ. Ale hop ! Ha vis(e) gwraet an andouilh, ar re-s(e)…

– Ha cherret deus an dow du, deus an dow benn ?

Dow ! Ah ba ya heñ !

– Ah ! Me n'ouzon ket hañ !

Ah yeo ! Ar mod vise gwraet. Hag an andouilh neu'n vis(e) gwraet, ba'r gomañsamant vis(e) lak(et) un tamm ba, lesket 'nê dé sall(añ) un tamm bi(he)n, med goud(e)-se… Tad, tad Bernard na laret :

« Oh ! Mallezh han(o) Dou(e) ! Me rañw ket kin ! » Lar-heñw, « du-m(añ) me ra nê'gn duzhtu » lar Marcel.

– Ah ya, med pad pegeid vij(e), vijent lesket a-raog ?

Of ! Pemp-pe(va)r, pemp-c'hwec'h teiezh. (???) med, penses-tu, goud(e)-se, an andouilh vis(e) re sall 'ha !

– Ya ya

Beñ ya, set' vis(e) gwraet hezh douzhtu asseson(et) ba ur, ba ur bodes vras. Ale hop ! Ha bourre(t) barzh, ha (i)stribilh ha ba'r chimin(al) ! Oh ! Deg, eizh-deg andouilh(e)nn. An dra-s(e) zepand pegement kig lakèh barzh, med boñ oa ar c'hig-kov, ar rest, ar rest doc'h ar bouellou, ar pezh n'ee ket d'o(be)r, d'o(be)r mañchou pe ur machin hag an estomog, toud ar rest, toud ar re-he 'h ee ba

– Med pe-sort…

'Vel brem(añ) heñ !

– Pe-sort pred neuhe vije gwraet ga'n andouilhenn ?

Pe-sort pred ?

– Ya

Benn 'vel vis(e) c'hoant heñ. Wechou, doc'h noñs alïes vis(e) gwraet ! Mé mamm : « Oh ! Benn 'berr vo gwraet un andouilhenn » Ha vis(e) lak(et) houzh da boahad ba'n dour ga…

– Ba'n dour vije laket ?

Ba'n dour, dour berw, voilà

– Ha laket patat(e)s 'e ?

Oh ya ! Un tamm patat(e)s, ya. Patat(e)s oa, oa ar meus bras heñ ! D'ar mar(e)-te

– Hag ema, hag ema papred heñ !

Oh, (e)ma papred ya ! Ser(te)namant 'ha ! Patat(e)s zerc'h e gour, 'vel vé lar(e)t 'è kwa

– Laket meus patat(e)s 'e ar bla-mañ

Ah boñ

– Ya, mil plant

Ola ! Ha zo bet randamant ?

– Ya ! Bern ya ! Ha re-vras heñ !

Oh !

– Pechou re heñ !

Pe-sort variete ?

– Nicolas, pet(r)a oa c'hoazh ? Charlotte sur

Ya

– Be zo re-ru 'e ha re, re-hlas

Ola !

– Meus laket 'e

Oh gast !

– Med moñsadou re heñ ! Zo bet 'ha

Beñ, n'oc'h ket rassist 'ha !

– Ah nann ! Re-zu meus laket 'e !

Ahaha ! Tapet meus 'naoñ, heñ !

08/11/2015

Bara-segal, youd-arsiled ha kig-ha-fars

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet barzh Skrigneg ganen-me ba ti-É. assames ga ma mamm (deus Plouïe), S. ha M-Th. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou ha J.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
Ma mamm
É.
M-Th.
S.
- A.
- J. 




Ba bro-Almagn a zebont kalz bar(a)-segal

Bar(a)-segal ?

Ya

– Deus pezh meus klêt oa pad ar bresel oa bar(a) du


Ah ya !

Eh ! N'ouzoh ket ga petra c'hoazh a 'n-om regalon ? Gad ar yod-siled

Ah ya !

Ya

'Vel lare ma zad-kozh : Hezh é ma c'hentañ meus !

– Ur wech an amzer

Me oa 'n-om ga(v)et an dez-all gad Anne-Marie, Anne-Marie Moulin, « 96 ans ». « Daon ! 'Tond deus pelec'h (e)mout ? » Lar din, oa an abard'hê oa kwa

Ya

« Me zo 'tond deus tibiñ ma c'hoan », lar din, « med n'eus ken kin… »

Lare dit

Debet ha toud

Debet oa, ya

Oa ket bet re en (???) dit

Ar balar(e)nn oa war an daol hag ur voutailh oa 'è. « Oh ! Te heus debet » laren dèi, « yod-siled » laren dèi ga, ga…

Ga chistr ?

N'é ket é ! Gad laezh-ribot

Ah ! Ga laezh-ribot a oa

Ya

Ah !

« Dow bred a rañw gad un' » lare din, « oh ! Me ra 'è pé vên 'h ober » laren dèi. « Te zebr a-sort-se neuhe ?! » Lare din, « ya ! Hag a ga(v)on mad 'naoñ c'hoazh ! »

Ya

Ya ya ya

Ni zo bet abitüet, 'houzoh walc'h, da…

Ya ya ya, 'ha !

Heñ ?

Ar blas kwa, ya ya, ar blas

Ma zad-kozh so bet sa(v)et ga youd-kerc'h

Youd-kerc'h ?

Bemde, bemde, bemde !

Ah !

Ah ! Bemde meus ket emm ! Oh nann nann

Ma zad-kozh

Med neuhe vije gwraet ur pezh chidourennad ahe gis-se

– An dra-he oa 'e

Ah ya !! Ha vije laket da hoiñ an de raog

Ha ma zad-kozh oa bras ha kreñw !

Ah !! Ha hezh a veske 'naoñ neuhe kwa ?

Nann, nann, med laket neus, ar youd-kerc'h neus laket 'naoñ da zond bras ha…

Ah !

Ya ya ya ya ya

Med 'vel barzh koste Saint-Paul ha pelloc'h ahe his-se, ar re-s(e) a ree kig-ha-fars bemde hañ !

Ah ya

Ya, e (???) lem oa aet da verc'h-kàer, an dra-he oa hi labour

Oh !

Kig-ha-fars vije…

Bemde

Bemde, bemde vije an dra-he d'ober

Oh ! Fitamdoue ! Me lar dit-te ! Ar re-he oa 'n-om ga(v)et solud !

Ah ya, med ha c'hoazh ree-hi mad 'è hañ ! Olalalala !

Med an dra-he zo gwraet ga gwinizh-tu toud hañ ! Ar fars, fars gwinizh-tu

Ya

– Med un difer(añ)s so 'tre fars, fars-sac'h ha kig-ha-fars ?

Ah ya ! Med ar fars-sac'h…

Med gwraet vé hin(i) bruched

Ya

Deuh a hin(i)-all kwa hañ ! Med me meus, me meus ket bet gwraet gwech e-bed, n'é ket blamed d'ar…

Me meus prenet ur sac'h

Heñ ?

Ah ! Te heus gwraet…

Meus ket gwraet kig-ha-fars gwech e-bed, med prenet meus ur sac'h, nevez-prenet ma !

Ah me meus, me ra wechou 'e

C'hoant meus d'o(be)r

Oh ! Me meus gwraet un' ma-hun !

Me meus gwraet 'e

Ya […] « avec le bouillon du pot-au-feu » da zistrempañ 'naoñ ha gad ur vi hag a-raog me laka da c'hweo ba ur vor'nn [volenn] rêjin bihen, me gav gwelloc'h 'naoñ pé vé rêjin

Ah ! Pa vé ar rêjin barzh

Ya

– Gis-se a ran heñ

Heñ ?

– Gis-se a ran

Ya, mod-se ! Ha te ra ar mod-se 'è ? Ga soubenn, gad ar soubenn deja vé un eur, un eur oa war an tan

Ya

Het' ar mod-se, ar mod-se zistrempon 'naoñ hag 'vel a laron dec'h ahe his-se me lake a-peu-prè ur loaiad hanter (a) vleud deus peb den !

Ah ya !

Ya ya

An dra-he ma bet, oa bet laret din

Oa bet disket dit

Ya ya

Oa bet disket din

Ya ya

Ya ya

« Voilà »

Ya, gwech-all vije ket poueset hañ ! Vije gwraet…

Nann, hag a zistrempon 'naoñ…

Nann nann, ahe gis-se vije poueset ar mod-se

Ha pa vé 'virviñ diwarnoñ neuhe a lakon an dra-he ba'h ar sac'h, pa mé distrempet 'naoñ, ha lakon 'naoñ blam da sesissiñ 'naoñ, houzoh walc'h

Ya

Ya

– Med 'vid o(be)r petra oa ?

Kig-ha-fars

– Kig-ha-fars, ya

Ar c'hig-ha-fars da boahad

Ya hag ar soubenn

Ya, ya ya ha te ra hin(i) bruched neuhe Élise ? Pass hin(i) da drec'hiñ ga'r gontell kwa

Ah ! Me… Oh ! O-dow mod hé c'hoant

Ya ! Ya

Da zigentañ ma lemes 'naoñ maes so moien dit da drec'hiñ 'naoñ

Ya ya hag ar mod-all…

Ha maleürusañ 'naoñ un tamm gad ar fourchetes, d'o(be)r brujun…

Lec'h houmañ, un' (hi)ni reer oa ket tamm e-bed memes-mod, an hin(i) reer da drec'hiñ ahe his-se

Pe-naos a rees neuhe da hezh ?

Ah daon ! Me meus ket bet gwraet, meus ket bet gwraet (ne)med dibiñ

Oh ! Me ra alïes walc'h ha gav abominabl an dra-he deuh ar gooñ 'ha !

Nann, med me meus ket bet gwraet gwech e-bed

(A)ssames ga legumaj hag ar c'hig

Ya

Hag un tamm kig-sall hag un tamm kig ar mod-all

Ya

Olalalala ! Me zebefe an dra-he war, war 'r penn neu'n a gouefe glow ba e benn

– Bremañ vé ket kalz a hlow kin !

Pegeid a leskes da…

Oh beñ pegeid ! Me sellon ket ken just !

Pa hé laket ar fars ba'h ar soubenn ?

Oh ! Tost, tost, tost d'un eur pe…

Me meus ket bet gwraet gwech e-bed

Ur eur vad neus emm

Un eur vad a-peu-prè hag a-raog…

Ar soubenn é poazh

Ya, vé poahet

Ar soubenn vé deja un eur raog

Ur wech ya, a-raog da virviñ kwa

Ya ha neuhe a lemon deuh ar soubenn, 'benn lak ar fars e-barzh, a lemon un tamm blam pass kaoud memes blas, ma mé c'hoant d'o(be)r soubenn mod-all

Ah ya 'ha ! ya !

Ya

Mi (???) hi-hun ga un tamm « vermicelle » pe un dra mennaket

Ya

Ya ya, a dapes…

Kar wichou 'e hemañ, ya, daol blas mod-all

Ya hag a debes

An dra-he zepand piw mé da ressew

Ya ya ya ya ya, « les personnalités »

Med ma vé un troues, sklapal gantoñ 'veldemp-ni kwa neuhe vé gwraet beb seurt

N'é ket sañsubl

Ya, n'é ket sañsubl

Ar re difissil, ar re difissil neu'n

Ah ya ! Ma teu 'e un' un tamm, ur beg fresk daoñ ahe his-se

Ya daoñ ! Aha ! Vé emm da ziwoul petram ga(v)o ket mad

Ya

« J'aime pas ça » 'vel vé laret

05/11/2015

Paskañ boued d'ar vugale

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ un añrejistramant bet gwraet ganen-me warlêne ga M. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ah ya…

'N-ur lakad un tamm boulc'h… Non… Petra vije laret deuh la mie de pain in brezhoneg ?

– Milc'hid ? Milvid ?

Milvid ya, pasket 'naoñ un tamm, pasket vije gwraet d'ar vugale !

– Ya, a-raog ya

Ar vugale vïe… Oh ! N'é ket drol vije…

– An dra-he vé gwraet bremañ ga'r loned, ne vé ket gwraet kin ga'n dud kwa…

Oh !

– Ga'n dud vé ket gwraet

Ga'r lapoussed vé gwraet, med ga'r loned-all vé ket gwraet hañ !

– Nann, ga'r lapoussed ya

Ar lapoussed oblijet, pugur neugn ket doworn

– Hag a-raog vije gwraet an dra-he 'e ga'n dud kwa, paskañ boued kwa

Ya 'ha ! Hor vammou, hor vamm… Me meus choñj gwel 'h o(be)r an dra-he ! Me ga(v)en ket prop an dra-he ya, med chakañ, chak ar boued da lakad ba ginou ar bugel lec'h 'h o(be)r… Beñ, goulskoude vije gwraet yod ha traou mod-se, an dra-he oa aes a-walc'h da, aes a-walc'h da lonkañ, med 'vid goûd pe oa re domm pe oa ket vije gwraet an dra-he ka(s)imant-sur

– Pé oagn ket walc'h 'vid dibiñ

'Vid dibiñ

– Petra oa gwraet ?

Beñ pasket vije dê, voilà !

– Ah ya

Pé oa ket laezh kin ba, ba bruched ar vamm

– Vije pasket ar boued dê

Vije pasket ar boued dê, un tamm boued-laezh pe…

– Pezh vije debet ga'n dud pe…

Ar pezh vije gate o-hun, boued-laezh ha yod, med yod n'ounn ket parag vije pasket… 'Vid goûd ha-heñw oa ket re domm ka(s)imant-sur, kar ar yod oa ket emm da baskañ 'nèoñ, med pasket vije 'è

– Ah ya, toud vije pasket

Ha ma nagn tapet se, mod-se vije delc'het ar c'hleñvejou bras hañ ! Ouïent ket, houzoh walc'h, ar mikrob oa ket aneet hag an dud a ree an eil goud(e) egile ha oa familhou a-bezh ha' vije klañw

– N'ouzon ket

Med deuh an dra-he teue un tamm 'è sur walc'h !

– Med ya, ya, med bremañ… Bremañ é ar c'hontrel é…

Ya, bremañ…

– N'eus ket mikrob (e-)bed kin hag an dud vé klañw…

An dud vé klañw… Ya ! Klañw ga petra ?

– Beñ ya just a-walc'h, ga'r mank, ga'r mank a…

Ga'r mank, me rañw kemed lared da ma re, bremañ teu tud da joukour 'ha(n)on d'o(be)r ma labour ahe, aide ménagère vé gwraet deus an dra-he : « Tu laves trop !!! »

04/11/2015

Te gav dit oa kuisinierésed pé oan bihen ?!

Salud dec'h en-dro, 

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet dow la so ba ti-M. deus Skrigneg assames ga ma mamm (deus Plouïe). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
 M.
Ma mamm



… D'an ospital…

Daw é dibiñ 'naoñ hañ ! Hemañ é gato ar sul

– Ya

Ah ya, med te ho emm d'o(be)r bara, te heus labour 'h o(be)r

Oh n'é ket, n'é ket fall heñ ?

Mad é 'n-(hi)ni é ! Mad é, ya… Un tamm kwign, un tamm, un espess brioche, ah ouais un espess brioche é, comment tu appelles ? Cake quoi

Ya, cake ya, meus lak(et) un tamm orañj barzh ha…

Ya, un tamm blas orañj

Laket meus chokol(a), med koueet é toud ar chokol(a) ba'r foñs

– Hag o(be)r a ra bevech

Oh mad é mem(e)stra !

– Med ganemp vé laret « kwign » 'vid « brioche » ha laret « gato » 'vid « gateau »

Ya, med kwign, ma'hat vije ket gwraet kalz gatoiou (ne)med pain de Savoie ha traou mod-se pé oan bihen, vije gwraet ba, oa ket fournoiou na traou da… Fars, ar fars ha hezh so, hezh so un' kozh ha an dra-he vije gwraet ba'r chidour(e)n

– Ba'r guijiniéres meus…

Me ra, me ra…

Ya ba, te gav dit oa kuisinierésed pé oan bihen ?! Te n'out ket mad walc'h te ?!

Ah ya, pa oa bihen…

– Ah ! Pé oah…

Me zo deus a-raog ar vresel hañ ! D'ar poent-se oa ket, oa ket kuisinierés(ed) war ar maes !

Nann, an dra-he so deut war-lerc'h

Set' ba du-mañ oa ket bet duzhtu 'è

Nann

An dra-he oa deut blavechou hanter-kant dre-amañ pé oa komañset an dud da benvidikaad

– Med oa ket laket traou ba'r chidour(e)n 'vid o(be)r an traou ? O(be)r serten gatoiou

Ba'r chidour(o)n patates vije gwraet ha vije gwraet tan war ar golo

Ya, ma mamm, gwelet meus ma mamm 'h o(be)r

Mamm vije pas e-bed 'h o(be)r un tamm fars ha heñ vije mad, oh ! Ahe oa ur sou(e)adenn 'vel vije gantoñ, ça soulevait le couvercle, c'était du… Kokelenn fonte aluminium là, un tout p'tit feu en dessous

– Tan bihen

Puis beaucoup de feu sur le couvercle, puisque ça s'échappait, fallait que ça chauffe quand-même pour…

– Ha oa mouget an traou barzh kwa ? Oa laket ar ludu…


Sañseamant oa mouget, med chome ket mouget, hezh a c'hwee deuzh[tu], hezh a c'hwee, paotr-kaezh, kalz re d'ar fournoiou walc'h ha sa(v), ha sa(v) ar golo ga e glow ha ga e goat ha toud, me gav braw an dra-he ! Mod teue, mod teue ar fars maes ar chidour(e)n, mod a vije c'hweet

Ma mamm, me meus gwelet ma mamm o(be)r ha lak a ree glow en-dro d'ar chidour(e)n ha glow war

War-gorr(e)

– War-gorr(e)

Glow dindan ha en-dro, un tamm bihen glow dindan, deviñ ree founnus foñs ar chidour(o)n, war ar gourr(e) vije glow mat hañ ! D'o(be)r krampouzh vije gwraet war an tan, oa ket…

– Eh ! Houm(añ) a ra bremañ c'hoazh !

Me ra krampouzh war an tan Marie !

Ar re-he zo, ar re-he zo mad !

'N-im laket oun en-dro d'o(be)r

Ar brabañ hag an ar mod-kozh

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ 'hi-mañ un añrejistramant bet ga Jean Lecoulant assames ganen-me ba Kleden ba ti-G. Trañskrivet an traou ga Jean, michañs a blijo dec'h

- Me
G.
J.



Meus ket bet gwelet kement-s(e), kement-s(e) karriou deus ar c'herseg heñ. Meus ket bet gwelet…

– Nann peus, labouret peus ga'r c'heseg ?

Un tamm bihen, ya

– Un tamm bihen

Ya, ya, troiñ douar un tamm, ga'n ar, dow jô

Kontet pa an dra-he din-m(e)

Ya

– Ga'n ar, ga'r brabañ pe ?

Brabañ

– Brabañ

Ya, ah ! Ga'n ar mamp gwraet, meus gwraet un tamm 'è, oa difontet ur waremm ba-tal ti-skluj Kergo, du-(ho)nt 'è ha war-añwes ! Med an dra-s(e) ree ur sakre boem ga ur macheñ ar mo(d)-s(e) heñ. Nom de Dieu de nom de Dieu ! Vis(e) tri jô oa (o) chech(añ) war hezh heñ ! An dra-he oa douar kozh, douar lann pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e) kwa

– Ha petra oa an difer(añ)s (e)tre ar brabañ hag an ar ?

An ar, an ar mod-kozh kwa ?

– Ya, ya, ya

An ar mod-kozh na keme(d) ur soc'h

– Ya

Ur soc'h ? Seto vis(e) daw doc'h dond dé gomañs ba'r memes… Pigur jetè w'ar memes tu, ma faot ket doc'h kaoud toud ho touar ba'r memes tu, vis(e) daw doc'h 'h o(be)r, mond ba ur sens ha dond goullanter dre, dre an tu-ell ha hadpartïal. Hag ainsi de suite. Ha lec'h an ar modern, ah beñ jañchè tu kwa heñ, 'vel heñi an trakteur bremañ 'è, voilà. Sell, zigoueèh ba'r penn, ale « tuïs » pe « hal », chañch tu d'an ar ha « hi ! Bayard ha Coquette ! »

– Benn ar fin neuhe oa ket kalz a dud hag a ree ga'n ar ? Vije gwraet alïessoc'h matresse ga'r brabañ, nann ?

Oh nann

– Nann, an dow vije gwraet ?

Oh nann, me meus ket aneet an dra-s(e) kement-s(e) hañ, ha 'benn-neu'n, oh nann…

– An ar kwa ?

Oh ya, an ar, oh ya

– Ar brabañ oa…

Oh ya, oh ya, oh ya

Peus ket aneet…

Nann re, re amzer gollèh ga treou ar mo(d)-s(e). An dra-s(e) oa mad ba douar kozh kwa heñ

– Kozh ya… Gwaremmou pe traou

Voilà, dé zifontañ douar kwa heñ. Pigur oa voaien d'ond, eh memestra, d'ond don mat heñ !

– Ya, ya, ya

Set' an dra-se chouk ur boem ar mo(d)-s(e). Bah, dabitud vis(e) gwraet an dra-s(e) ba fin an hañw. Ar mo(d)-s(e) nis(e) amzer ar boem dé vreinañ barzh an ne(ve)-amzer war-lerc'h dé lak(ad) un dra menneked barzh pe dé rekuperiñ an douar daoñ, dé 'n-om goñsomm(añ) kwa heñ.

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog