30/10/2015

Sïou ar c'herseg

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kleden gad ur paotr hag e wreg. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar paotr
E wreg 



– Ha pe-sort sïou na ar c'heseg ?

Tik !

– Tik pe-sort-mod ?

Tik ! Oh, « hezh so tik » vije lar(e)t

Tik « amoureux » !

Tik vije hag « amoureux » wechou 'è

Yao, yao !

– Ya, peus ket ur pos e brezhoneg da lar din-me an dra-s(e) ?

Beñ, ahe oa…

– Ne gavon ket an heñi 'vid lar(e)d tik « amoureux ». Pe-sort-mod vé lar(e)t e brezhoneg ?

He, n'onn ket…

Meus ket bet klêt (ne)med ar pos-se ! Nann, c'hwi zo re yowank 'vid an dra-he. Peus ket bet aneet… Pe-sort hano é heñ oa lahet ah(e) gis-se ? Yeun vije gwraet deuhoutoñ

– Klevet meus kont deusoutoñ

Klêt peus kaos deus ?

– Hezh oa lahet ga ur jô

Just a-walc'h !

N'é ket ga jô ar bourc'his oa lahet ?

– Yeo

Yeo

Ha d'ond dé Gerligonan deus du-m(añ) kwa, deus Penguily oa ur winojenn. Ha Kerligonan oa aet war-gont ar bourc'his hag ar bourc'his na suprimet ar winojenn. Ha Yeun ne ouïe ket ! Ha heñw ba'r park !

Ah ya

Hag 'e, aet ar jô daoñ, oa ket walc'h 'vid 'n-om zivenn paotr-powr ! Oh ma Doue, ma Doue !

Ah ya

Ma Dou(e). Oa ket kerseg…

Kerseg tik 'vel vije gwraet deus…

… vis(e) ka(ve)t ur har daoñ ba ur plass ha un' ba ur plas-ell… Bvvv…

– Ar mo(d)-s(e) tre ?

Ya

Hag ar re-m(añ) neu'n na-hè ar c'herseg vis(e) ar mo(d)-s(e) d(a) zelc'hen-hè ga des, là pietinint (???) un tamm. Ar re-s(e) tàè toud, ar yeot hag ar moutig ha toud gate. N'oun ket 'vid lar(e)d doc'h pe-sort mod. Memes… N'é ket permetet delc'hen loned ar mo(d)-s(e) !

– Ha vis(e) lar(e)t « tik amoureux » ?

Ha vij(e) lar(e)t « tik amoureux » deuhoute

Ya ya, lod…

– Ha vis(e) ket lar(e)t « tik amourouss » ?

Ya

– « Tik amourouss » pe ?

Tik « amoureux », tik…

– Ya, tik, ya ha…

« Amoureux »

– « Amoureux », vis(e) ket lar(e)t « amourouss » ?

Nann

– Vis(e) ket lar(e)t « amourouss »

Oh ! Nann, pass keme(nt)-s(e) hañ ! Nann

– Wechou matre'n ?

Gall a ree bid en breton an dra-he heñ, med…

– Ya, ya, ya, ya

Matre'n

Gall a ree bid 'hat sur !

– Med peus ket bet klêt ?

Nann

– Pe wechou ?

Meus ket joñj kwa…

– Ah ya

Matre'n

Nann, meus ket joñj ahe

– Ar reñ-s(e) zrailhè neu'n ?

Ah ya

Oh lalala !

Tik koat

Keit-ha vis(e) un tamm, pet(r)a din-m(e) heñ ?

Ar re… Ya, med ar re-he oa « tik-koat » vij(e) lar(e)t

Ya, tik-koat. Hag 'e, me gleè lar(e)d, deus heñi ar bourk vij(e) papred, lared benn taped 'naoñ viije daw doc'h mond ba ur wênn ha hezh grapè, gwel a ret…

Oh, grapè ket kalz nann

Choñj, choñj lar vije bet

– Diskennet

Lar nije bet tapet an heñi vij(e) bet ba'r wênn kwa heñ ! A-wechou vij(e) gall lak ar brid daoñ, wechou ! Petram wechou-ell neu'n, vij(e) tap ur gaseg ha vij(e) delc'het d'o(be)r an dro tro ar park ken, ahann vij(e) skui(zh)et. Ha pé vis(e) re skuizh, meus bet klêt heñ ! Me meus ket gwelet ! Vise tapet-heñw neu'n, tap ar jô da... Ha neu'n vis(e) ràet (???) ar c'herseg-ell

– Hag ur jô ar mo(d)-s(e) halle bi reizh ha mechan ?

Ah ya, an dow, ya. Med kerseg ar mod-m(añ) n'é ket permet(et) delc'hen 'nê, kar memestra, responsabl oc'h deuh ho loned hañ !

Yeun oa lahet ga'r c'herseg, oa ket, yeo ?

Yeun ? Yao ma'hat ! Laron doc'h oa, Yeun Garreg vise gwraet deuhoutoñ

– Ya, ar jô-se a labourè (a-)hend-ell ?

Ah ya ! Ar wech tapet heñw oa…

– Ur wech tapet

Ar wech tapet…

Oh ya, ya, ya, vïe lak(et) ar brid daoñ

Oh ya, med oh ! Oa ket da zelc'hen memestra hañ !

Nann

Me mïe ka(v)et gwelloc'h lar vis(e) bet grevet ar jô dê…

Ya, ya

Kentoc'h 'vid o(be)r des bêtises ar mo(d)-s(e), oh !

Ba park ar re-ell 'è

Powr-kaezh Yeun !

Ya, ya

– Hezh oa ka(v)et ar mo(d)-s(e), war-lerc'h

Ya

Ya, war-lerc'h oa ka(ve)t ya, powr-kaezh ! Na ket gallet gon(id) ar harzh kwa, ma peus c'hoant, d'ond, d'ond-kuit

Yeun oa ket gwal digourdi ken a oa'ñw aet

Beñ eh !

Ma oa aet ba'r park, sur

Bah, beñ ya ! Med un'-ell vis(e) aet 'e

Ha oa digouêt kreis tre Mogoarem

Kerligonan ha Penguily

Ah ya, me joñje din Kergras (a)n-heñi oa

Heñ ?

Kergras ha Mogoarem joñjè din-m(e) med…

Oa ket, oa ket !

– Ah ya

Hag 'e, ur skalier oa, ma peus c'hoant

– Petra é ur skalier ?

Ur skalier, ouïeh ket petra é ?

Oh ! Un tamm, tamm

'Vel (????)

– Ur glwejenn ?

Ya, ur glwejenn, un tamm macheñ d'ond 'bïou kwa

– Ya

Ya

Ya, ya

Hag 'e, Yeun na ket gall(et) digoueo w'ar skalier. Ah paotr-powr ! Ur jô oa digoueet !

Ur skalier, ur skalier 'h it 'biou dèi

Ur skalier oa just a-peu-prè ken uhel kwa

War kalz deuh ar gwinojennou vis(e) ur skalier

Ya

Benn mond ba'r park-ell pe, pe 'vel vise kwa

– Ar skalier vis(e) tennet benn mond barzh ?

Nann, nann, nann

Nonn, nonn, ar re-s(e) vé plantet ar bijer ba'n douar

C'hwi ree, c'hwi ree ur rampadenn dreist

Ya ya, ah ya

– Ha 'hend-ell neu'n, (a)n heñi vis(e) digoret, vis(e) lar(e)t « houzh zo ur glwej » ?

Ur glwed

Ur glwed, ya, ur glwed neu'n ya

Ya

Ha an dra-he oa neu'n 'vid passeal…

'Vel wechou vïe lar(e)t : « Bet on bet lak ur glwed ne(ve) war mé bark », pe : « Bet on bet lakad ur glwed ne(ve) ba mé… »

Petram « tigoriñ ar glwed d'ar saout »

« (O) tigoriñ ar glwed d'ar saout »

– Petra ?

« (O) tigoriñ ar glwed d'ar saout ! »

– Ar glwed a vïe gwraet ga spern pe ga an dra-s(e)…

Oh nann ! Ga breñch

Oh nann !

– Ga breñch ?

Oh ya

Deus ar reñ-s(e) vij(e) gwraet « ur stouv-karr ». Ur stouv blam dé o(be)r stouv

Ya, med oh ! Ya deus ar re piked (e)ma é lared ahe gis-s(e)

Ya

Ah ya

– « Ur stouv-karr » ?

Ya, ur stouv

Ya, med pass deus ar glwed, vich(e) ket gwraet ur stouv

– Nann, nann

Nann

Nann, nann

– Ur stouv, ur stouv-park pe ur stouv, nann ?

Ur stouv

Oh yao ! Ur stouv-park pe

Moien oa 'è

(???) 'vel vis(e) kwa

Gwech-ell, pé vïe lak(et)

« Bet on bet 'h o(be)r ar stouv » kwa, set' toud

– Ya, ur stouv hallè bi digoret 'è, nann ?

Ya

– Ah ya

Ya

Ya, ya

Oh, drein ha spern, ga drein mat

Oh nann, un tamm melañj

Ga drein mad 'è

– Ga drein ha spern

Ya, ya

Ha brem(añ) é un tamm orjell, ar re-he ramplass

Ya, ya

– N'eus ket kalz

Ha c'hoazh n'a ket 'r loned war'nê

Ah nann !

21/10/2015

Intronésed ba'r restaorant

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm deus an añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Ur bern tud oa deus taol : M-Th. ha S. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe hag J. ur gamarades dê-hègn. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- A.
M-Th.
S.
É
Ma mamm



Lod a'h a, pugur ene vé kalz « des » … Ouvrïerien ma-keres, restaorant-ouvrïer oa 'è, set' da…

Da lein ?

Ha ves da lein, ya ya hag ur wech a si(zhu)n deus an dra-he 'ta

– « Non pas l'année dernière, l'année d'avant à la Toussaint »

Ha lod n'eont ket (ne)med d'an de-se kwa. Med ni oa bet d'ar Poisson Blanc barzh… Med oh ! Ni mamp tapet un dihastadenn sè hañ ! Pugur oamp aet da leiniñ ba ene dirag « la vue » war heñ… Petra ra din-me… « Le canal de Nantes à Brest » a bassev ba Pont Coblant, setu oamp aet…

Ah ya ya ! Tapet oamp bet ! Eh ! Ni oa c'hweet 'ha ! Gwelet mamp ar menu, ma haotr-kaezh-mañ !

Oa ket bet…

Gwelet mamp ar menu er-maes, unneg-kant deg ha pevar-ugent

Pemzeg !

« Onze quatre-vingt-dix »

« Onze quatre-vingt-quinze », n'é ket ?

Bon ! N'amp ket da 'n-om gannañ ablamour d'ur skoued

Ya

Ken nebeud

D'ablam d'ur skoued, ya… Oh gast ! Houmañ lar : « Ah amañ 'h amp ha deb hom jeu ! »

'H amp da zibiñ mad !

Bon 'ha ! Ni p(a) oa 'n-om ga(v)et, m(a) haotr-kaezh, oa laket ba'h ar sal vraw ene, paotr-kaezh, deut ur bleumpenn da servijiñ 'ha(no)mp da houll diganemp…

Petra

… Petra gemerchomp

Oh ! Un daol rond vraw ! Un' du ahe gis-se

Ya ha pezh a meump gwelet er-maes zo mad demp-ni ! Ma é mad d'ar re-all é mad demp-ni 'è ! Puisque un menu oa, da gomañs un tomate farcie, heñ ?

Ya

An dra-he oa mad 'hat 'è hañ !

Ya

Ha goude… Lar 'ta te, petra oa goude ?

« Cuisse de pintade » gad « haricots verts »

Ah ya ! Cuisse… Ya, cuisse de pintade ga haricots verts

Mad a oa med…

Hag un toullad patates oa 'e…

Oa ket ! Oa kemed…

Oa ket ?

Nann, oa kemed, oa kemed « haricots verts » toud ha c'hoazh, Louise a lare demp : « Oh ! Me mije karet kaoud un toullad patates 'è 'ha… »

Ah ya bon ! An dra-he 'n-hin' oa…

« Med me blij ket re, me blij ket re ar c'hozh « haricots verts »-mañ » 'n-hin' a lar

Nann

Ar re-he oa gwer-gwer hañ ! Ar re-he ma'hat oa tond deuh ar c'hoñjelateur, 'houzoh walc'h, da ve…

Nann nann, ma'hat sur !

Ya, mad, mad a oaint ! Me ma ka(v)et an dra-he mad 'è

Mad a oa memestra !

Ya

Ar pris, 'houzoh walc'h, oa ket gwal gér

Nann ha goude oa ur choa memestra 'è, pugur oa…

Ha goude ba'h an dessèr oa, oa ur choa, pudur kement a choa oa ken na ouïemp ket petra… N'ouïemp ket petra na c'hoant da reiñ demp, pugur mamp ket bet klêt an hanoiou-se gwich e-bed kajimant

Ah ! Gwech e-bed

Ya, med ur litrad gwin mad mamp kemeret (me)mestra kwa !

Ah ya !

Seiteg-kant lur oa ar litrad gwin

Ah ! Ar voutailhad gwin…

Ya ! Ur litrad gwin mad pa mamp gwelet oa ket a win : « Foh ! » A lar Suzanne pé oa, neuhe oa aet da selled deuh ar lewr bihen, « laket ur litrad gwin mad demp » lar, ar re-m(añ)-all a selle, ma haotr-kaezh, meus joñjet : « Oh ! Ma'hat ma 'h amp toud da bêo assames, damaig ar re-mañ sellint ket just. » Seiteg-kant lur un tamm boutailhad vihen

'Tre pemp, oh ! Mamp ket bet re…

Seiteg-kant lur !

Ya, seiteg-kant lur

Med, me blij din kaoud ur bann'h gwin da ma lein !

Ya, ur bann'h gwin mad

Med mad a oa !

Bababababababa !!!

Mad a oa !

Mad a oa ! Set' goude oamp aet da bêo ha mamp laret : « Ro ar pris demp hag a'h amp da zivisiñ an dra-he 'tre pemp »

'Tressomp, 'tressomp kwa

Pemp oa

Ya, ya

Ha n'eus kemed un' heñ, n'eus kemed un' kement na kemeret ur bann'h kafe

Ya, un' na kemeret ur bann'h kafe, ya

Ya, med heñ na ket, heñ na ket kontet ! Heñ oa, heñ oa rôet…

Heñ oa rôet war ar pris

Ya, ya

Set' pé oamp deut maes ha oa kajimant n(a)onteg-kant lur pep-hini, het' ni oa o lar : « Naonteg-kant lur ? … Nom d'un chien ! »

Oamp ket kap da joñjal, « daon ! » Joñjen, « daon ! Ur litrad gwin neus lakeet an doubl, pe betra ?! »

Naonteg-kant lur, oa kajimant dow vil lur oa, oa kemed unneg-kant ha' oa, kàer mamp 'h o(be)r hom c'hont : « Daon ! 'N-om dromplet é 'hat ! Nonde… N'é ket possubl ! »

Sañsemant tro, tro pemzeg-kant lur oa sañset da veañ hom jeu ma-keres

Ya, a-peu-prè kwa

Gad ar gwin ha toud kwa

Ya, ya

Ya, set' me lar : « Oh bah ! Lesk(e)t an dra-he ar mod-se ! Me 'h a… N'é ket me a'h ay da wel 'ha ! » Hag un' deusoute lar : « Hañ oh ! Med perag meump ket tapet 'è ? … Ni zo ginoweg, ni, ni a ra koñfïañs deus an dud ! » Ha Suzanne…

Ya, mamp ket tapet ar…

Ah ! Pa ket tapet an tike

… Gont, an tike

Nann ! Hag heben lar : « Daon ! War an tike mijemp gwelet ! »

Ya

« Oh bah ! Lesk(e)t an dra-he ! » Laron dê, « 'benn wich-all n'o ket nessesser demp dond ahe his-se » Ma ! Hoñ oa red dèi mond da wel

Da wel…

Ya ha hi oa, hi oa bet un tammig bihen kaos ha lar : « me gav din lar », pugur ma telefonet dèi goude d'Alice, med me oa un tamm jenet memestra, pugur me 'n-hin' ma laret : « Oh daon ! Ahe (e)momp braw ! » Laron, « pugur oa un daoliad hag a oa pemp « couverts » warni »

Beñ ya ! Hag ene oa trankil ha braw kara !

Ya, ya, ya… Set' matrehe pa pêet « le panorama »

Ya !!! An dra-he 'n-hin' oa !

An dra-he « le décor »

Med abowe meus kaoseet deus re-all hag a lar din oa sañset da veañ lakeet

« Ah oui ! » Afichet

Da veañ afichet da lared pegement, pe-naos oa kér…

Eh ! Set' plass pêo an dra-he, pudur oamp ket aet ba'h le libre service, hom-hun o 'n-om servijiñ, pudur oa deut da servijiñ aha(no)mp oa pemzeg-kant lur oa ar…

Lein

… Lein, plass, plass…

Hag ar voutailhad vihen izhpenn

– « Ah ben oui ! »

Ya, set' mamp pêet da zond da servijiñ aha(no)mp

Tri-c'hant pep-hini

Ni mamp c'hoant da ve intronésed ha…

« Vous avez payé la vue »

Ya, pezegwir ni oa aet ba an tu-dreñw, ene zo ur sal, ma-keres hag a'h a war ar « canal » hag ar mod-all ar sal d'an ouvrïerien…

Ma vijomp aet ba sal an ouvrïerien

Ya, ene oa, ene oa kemed…

Med ni mamp ket c'hoant da zisken lar oamp ouvrïerien, 'houzoh walc'h

Eh ! Choñjal, choñjal a reent pé na gwelet 'ha(no)mp : « Oh ! Ar re-mañ zo sortïal deus lost ar wetur 'n tu bennaket kwa heñ ! »

Oh ya 'ha ! Oh ya ! Oh ya ! Me 'ha ma ket debet evid kement-se ! Ma ket bet (ne)med un toullad… C'hwi pa bet, c'hwi pa bet ur lein gan ! C'hwi pa bet ur bern ribous… Pah !

– Me oa 'hond da gemer 'veltout 'è, med goude ma joñjet : « Ma ! N'eus kemed langoustines 'ha ! »

Ah ! Pé oamp bet ba, barzh Plouganou !

– Gan Raymond

Ya ! Eh…

Opopopop !!! Ma joñjet

– Ene oa kér !

Ha ma ket bet (ne)med un toullad

Ah ! Ha c'hoazh ba bord ar mor…

Med tro-walc'h a ma bet 'ha ! Med ma ket bet (ne)med langoustines, sort e-bed mod-all assames gate !

Ur plajad ha sort e-bed !

Sort e-bed !

Na mayonnaise na sort… ?

Eo !

Ah eo ! Un tamm mayonnaise hañ ! Kar (???) da se neuhe beñ ma lesket 'nê gantoñ !

Eh didoñ ! Ur plajad oa hañ !

Ya ya

– « Oh oui quand-même ! »

Med, med eh ! Memestra…

Eh ! Pevar-c'hant war'n-ugent

Halala !

– Sort (e-)bed (ne)med les langoustines hañ !

Ah ! Pa ket bet… ?

– Ha na ket traou-all war-lerc'h hañ !

Nag entrée na sort e-bed ! Nag a-raog na goude !

Ha neuhe pa ket karget ho kov 'hat !

Oh eo ! Eo eo eo !

Ha ni mamp gwraet hañ ! Kar ni mamp bet traou hañ !

– Ya

Ar re-mañ na choajet mod-all hag…

Ah ya ! N'é ket langoustines na bet

Ah ! Pé ma gwelet… Opopopop !

Pep-hini e choas

Ya

19/10/2015

Dir, dir, dir, pa na dorr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet assames ga Jean Lecoulant ba ti-G. barzh Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
Jean
G. 



– Ha lod ree ga raden, ga krog-raden

Ouais, ya

– C'hoa(r)i krog-raden

Ah ya, an dra-s(e), an dra-s(e), ah ouais, an dra-s(e) meus bet gwraet, ya

– Ah ya ha pe-sort mod vé gwraet…

Ha troc'h(et) mé dorn 'e ga

– Ha pe-sort hano na ar c'hoa(r)i-mañ ? Ba Lokmarïa lar, laront…

Chech, chech krog-raden

– Chech krog-raden, ya mem-mod, ya

Ya, ya

C'hoa(r)i(et) peus ga koat pistol(ed) 'è ?

Ah ya, koat-pistol(ed) ya. O(be)r ur… un canon gate. Koat-skaw vise gwraet doc'h hezh

Ya

Le sureau

– Pistolennou vije gwraet gate ?

Ya, vis(e) tenn(et) ar, e gar'n [galon] deuhoutoñ kwa, ar machin blot ba'r c'hreis, ha goud(e)-se neu'n vis(e) stanket ur penn ha vis(e) lak(et) un neubeud soufr-alumetes barzh ha ga ur goatenn : tap, tap, rrlao !!! Inventeur de la poudre d'escampette vis(e) gwraet doc'h an dra-(ho)nt kwa. Oh ya ! Bet mamp bet gwraet konerïou 'e, ar re-yowank deuhoudomp hañ !

– Pe dineizhañ matresse peus gwraet 'e, ya ? Petra vije dineizhet ? Pe-sort lapoussed ?

Brini

– Brini ?

Piked

– Piked

Ha brini war-bord ba'r gwe-plupli ba-bord ar stêr. Ken a'h eeh tregont metr ba'n nec'h weleh ar vran ba'n dan bihen-bihen 'e, oa war ur bod, pass (????) ahe gis-se. Ha ba'r c'hoat, ba koat ar Gergoad ba'n tu-ell neu'n, ahe vis(e) neizhou-sparfell surtoud, des buses kwa heñ

Ya

Kalz. Ah ! Med bi zo c'hoazh heñ ! Bi zo, leun zo bremañ doc'h ar re-s(e) kwa. Beñ brem(añ) eint protej(et) set'…

– N'eus ket droad kin d'o(be)r…

Voilà

– Med vije ket pêet an dud, añfeñ ar vugwal(e) vijent ket pêet 'vid, blam d'ond da zineizhañ ?

Oh nann !

– Lod a lare ha gwech-all gozh, a-wechou vije rôet ur, matresse ur gwenneg-toull mennaket d'ar bugel blam oa aet da dap ar…

Meus ket bet klêt gwech e-bed

– Pigur an dra-he jikoure ar beïsanted benn ar fin kwa

Ya, o(be)r a ree un tamm, med bon pass… Meus ket bet klêt heñ

– Nann ?

Nann, nann

Ha vis(e), vis(e) chasseet grilhed ?

Lapoussed… Dé mé joñj 'e oa ket re lapoussed dre-amañ, ar pezh, ar pezh vis(e) surtoud benn tàè an tridigou, les étourneaux kwa, benn tàè ar re-s(e) ahe gis-s(e) war ar parkajou gwinizh, ah beñ ma ziskennè mil tridi war ur parkad-gwinizh, eh beñ vijent ket pell 'vid torpilh(añ) toud ho park gwinizh doc'h heñ ! Ha hardi ya ! Meus, meus bet klêt mé dad lar vis(e) prenet ur pak kartouch deuh tad Bernard dé zond benn oa ar mar(e). Pigur ar re-s(e) basse-hè ba'r memes eur a-peu-prè ba'r memes macheñ ha ma gomañsè-hè diskenn war ar park, eh beñ bemde ziskenne-hè war'naoñ heñ !

– Ha oa echu an traou 'e

Ya, ya. Ha tàè Marcel beb ar mar(e) ha : Djiao, djiao !!! Ha goud(e)-se jañje-hè tu hent neu'n kwa heñ

Ha petra lar ar pichon ?

Ar pichon ?

Ya

Ur pichon ?

Ya, pad ar goañw pe da…

Ur pichon ?

Peus ket joñj deus an dra pa lar(e)t din-m(e) : « Kov so, kov so »

Ah, pé vé-heñw kanañ ?

Ya !

Ah bah ya, pé vé…

– Kov so, boued n'eus ket !

… Ba'r goañw vé-heñw kanañ, pugur vé-heñw kanañ pad ar bla voilà, ba'r goañw, heñw lar :

« Kov so, boued n'eus ket ! Kov so, boued n'eus ket ! »

Ha ba'n hañw neu'n :

« Boued so, kov n'eus ket ! Boued so, kov n'eus ket ! »

– Ya, re voued so deus an hañw kwa

Beñ ya, just a-walc'h

– Ha n'eus ket tro-walc'h da…

Bah ya

Ah, voien zo doc'h dé lar(e)d toud kanou ar lapoussed ? Pugur notet meus 'nê, med meus ket añrejistret

Ar lapoussed ?

Ya, petra lar ar gaseg-koat ?

Ah

Ha toud ar re-s(e)

Ar gaseg-koat ya, ar gaseg-koat gan surtoud ba mis-mae. Ya, ar gaseg-koat blij an amzer douss dèi ha gle(v)er nei (o) partïal :

« Gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh »

Ha petra, petra gan ar c'hog ?

Ar c'hog ?

Ya

Ar c'hog bah, boñ beñ weleh 'neoñ (o) hond war beg ar… Mé dad na laret an dra-s(e) din ur wech :

« Gle(v)eh ar c'hog (o) kanañ ? »

Oa-heñw (o) karg(añ) teil ba'r c'harr hag ar c'hog oa (o) kanañ

« Med ya, blam batra gan-heñw ?

« Beñ heñw… Chilow mad ! » Lar-heñw :

« Kass ar c'harr war-raog ! » qu'il disait

Ha mé dad larè :

« Ya, med daw karg(añ) 'nèoñ raog, raog kass ar c'harr war-raog »

Hag ar c'hog : « Kass ar c'harr war-raog ! »

Hag ar (v)oualc'h, ar (v)oualc'h ?

– Ar voualc'h

Le merle ?

Ouais !

Ah, an tad-moualc'h neu'n, ya…

– Moaien zo da…

« Gwilhou ! »

– Nann, med dé zihan(añ) ga…

Brezhoneg ha galleg, ya, brezhoneg :

« Gwilhou ! Gwilhou ! Peus ket da vutun ? Peus ket deuh butun ? Deus da-vid ! Deus da-vid ! »

Ha galleg ganè-heñw 'è :

« Troadec, Troadec, combien d' fagots ? Combien d' fagots ? Dix-huit ! Dix-huit ! »

– Ah ya, a beb-sort mod vije lar(e)t deus trous ar loned, ar mo(d)-s(e)

Ya, ya med ar Bretoned ree, larè an dra-s(e) ha kan(añ) a ra-hè ar mo(d)-s(e). Peus ket med chilow mad an tad-moualc'h, ya ha machin, an draskig memes-mod ha oar an ton hezh kwa

– Goûd a houz's petra vije laret ga, ga yir, ga yir Plounee, ga'r yir ba Plounee ? « Les poules »

Yir ba Plounee ?

– Ya, pet(r)a lare ar yir ba Plounee ? « Kozh, kozh, Kolloreg ! Kozh, kozh, Kolloreg ! »

Ya, ya. Nann, an dra-s(e) meus ket bet machin. Nann, « kod kod kodog », ya…

– Là c'est « Kolloreg »

Ouais, ouais, ouais, ouais, nann. Hag ar low(e)lanig neu'n war ar varrierenn ! Hag an dra-he zo gwir heñ ! Weler 'neoñ (o) tond, (o) tebark(iñ) tok, mond war :

« Dir, dir, dir, dir, dir, dir, dir, dir, dir pa na dorr ! » Qu'il dit comme ça

An dra-s(e) sinifïè :

« Deus dé wel, deus dé wel, amañ (e)mon war ur varrierenn-hou(a)rn. Ha me zo sur dorrio-hi ba-dindan mé boues »

Hag ar brini ?

Ar bran, ar bran, ar mal-bran oa 'e

– Pik pe vran a gan !

Oh nann, pe-sort mod larè ar re-gozh gwech-ell ?

Diw vran…

Ouais, non tu, comme par exemple, il y a diw vran ba ur, un' ba bep gwênn petram ba ur penn deus ar c'hoat, (a)n-heñi-ell ba'r penn-ell deus ar c'hoat. Ha un' lar :

« Me meus ka(v)et ur marc'h marw »

L'autre, (a)n-heñi-ell, ba'r penn-ell respont daoñ :

« Lard é ? Lard é ? »

L'autre, hag (a)n-heñi-ell, lar dèoñ :

« Soaw toud ! Soaw toud ! »

18/10/2015

Duet toud ar lor-zi ga'r c'hi frotañ deus ar chidou'rn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba ti-É. deus Skrigneg, assames ga M-Th. ha S. deus Skrigneg 'e, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe ha J.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
M-Th.
S.
Ma mamm
- A.    



Pet(r)a ri ? Douss, mad ha marc'had-mad !

– Ya douss, mad ha marc'had-mad ya

Douss, douss trenk ha mad !

Élise ! Un tamm pe-naos a ho ?

Eh ! Me 'n-om servijo ma-hun

Ah boñ, boñ boñ boñ…

Feus kemed 'n-om servijiñ neu'n

Ah ya, me 'h a d(a) 'n-om servijiñ neu'n !

Ha me a ra patates din ma-hun ahe his-se war an treber zo ahe his-se…

– Beñ ya, gwelloc'h é

… War an tan hag kajimant ba'r glow ha rañw patates din ma-hun hag a zebon 'nê ga laezh-ribout ha me lar dit 'h on papred ba'h ar feurm barzh Vergam ! Hag a lakon ma chidour(e)n war an daol !

Ah, war an daol !

Hag, hag a vé krignet ahe gis-se !

– Patates disec'het

Eh ! Hag a'h añw direktamant war ma chidour(e)n ga ma bolennad laezh ! Med n'eus kemeton ma-hun ar mod-se hag ar rest vé rôet d'ar yir goude

Ah ya !

Du-m(añ) vije laket ar chidour(e)n war ar lor-zi d'ar c'hi da grignad 'nèi ken vije duet toud ar lor-zi ga'r c'hi é frotañ deus…

Ah ya ?

… Ar chidour(e)n, an dra-he oa gwech-all

Ya

Me meus choñj deus an dra-he, oa ar chidour(e)n war an daol ha ma breur oa deus un tu ha me deus an tu-all ha 'n-om gannañ 'vid kaoud ar c'hreien

Ya

Ha roiñ taoliou loa daoñ !

– Ya, din-me memestra mod ya !

17/10/2015

Ar ouestad kaviar

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm deus an añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Ur bern tud oa deus taol : M-Th. ha S. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe hag J. ur gamarades dê-hègn. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- A.
M-Th.
S.
É
Ma mamm  



Beñ an dra-he zo ma'hat 'ha ! …

C'hwi zo kozh rantikou ganec'h ahe his-se ! Ahe zo tud kalz re sañsubl !

Ya ! Élise ra ket vorz petra zebr ! Élise hall deb toud !

N'é ket

Yao ! Traou bio ! Traou bio

N'eus kemed un dra gement blij ket din, serten… Serten pesked so : « les huîtres »

– Ah nann ! Me 'e

« Tous ces, tous ces petits trucs… »

« Coquillages… »

Eh !

Ha toud o c'hozh lipouserezh, an dra-he n'int mann e-bed !

Eh ! Ha ket gwelet…

– Ah, « langoustines » a blij dit hañ !

Ah ya !

Ah ! Ar re-he, n'é ket lipouserezh set'…

Hag ar somon meus ket emm

– Nann

Na deus…

Na da lein na da goan !

« Le caviar » ahe his-se ha oa digoueet ba'h ar boubellenn pé vije rôet din

An dra-he meus ket taveet hañ

– Nann, me blij ket an dra-he din 'e

N'on ket kap da suportiñ

– Heñi gwir

Meus ket taveet hañ…

Eh ! « Le foie gras » !

Un devezh…

« Ah ! J'adore ! »

– « Ah ouais », ar re-he !

Gad, ga Nedeleg vêr ene, pugur ni ra an (d)e kent(añ) ar bla an eil goud(e) egile barzh kêr ene kwa heñ

Ya

Ha oa un' na zihane ket da houll diganemp kaoud « des », na ket bet debet gwech e-bed « des œufs de… » boñ petra é… « de caviar »

« De caviar »

Ya, set' bremañ neuhe oa ha laret ar mod-se : Med oh daon ! Kévin a zigasseche ur ouestad bennaket demp deus Paris. Ma ! Gwraet e neus « dis donc » ! Digasset na un', med n'é ket bras ar ouest hañ !

Ah nann ! N'é ket bras ar ouest ha kér é

– Kér-ru, med mad-tre !

Ya ! Oh lalala ! Ya, med n'é ket debet popred, pugur ar wech-all oa deut gante d'ar yêr neuhe ha na telefonet d'an hini oa klask kaviar 'è hag a lar hag oa laret daoñ pe-naos evid, evid kaoud mad « le caviar » é daw ev(añ) ur bann'h vodka da-heul

Ah !

Setu pé oa deut dre-ene na telefonet dèi hag na laret dèi : Boñ, ar ouestad-kaviar zo amañ ha heus kemed pre… Heus kemed dond, dond ga da, ga da voutailhad vodka bremañ kwa !

Ya

Med, n'eus ket bet respont (e-)bed (a)bowe sè !

Ah !!!

Gast ! N'é ket digoret ar ouestad-kaviar c'hoazh ! Med n'é ket bras an tamm hañ !

Ah nann ! N'é ket ken bras ar gouestou hañ !

Ya hag a oa pe-hano… Hanter-kant, ya… « Cinquante-deux euros », dow…

– Dow ha hanter-kant ?

Ya

Pfoa ! Me oa deut din-me, me oa gad hoñzh 'h een d'an Amerik da wel hi merc'h ahe his-se…

Ah ! Solange oa

An « Isola » ! Oh ! Aet oan da greñchañ 'naoñ ba'r, ba'r boubellenn pé ma debet 'naoñ !

Ha Bernard oa…

N'ouzon ket pe-seurt blas neus

Bernard oa selled war internet neuhe ga petra dibiñ 'naoñ kwa

Ah ya

Set' bremañ na laret d'i wreg : neuhe heus kimed prenañ bremañ, lar, un toullad… Petra din-me…

– Ur loaiad ?

Loaiou, loaiou-owr da zibiñ 'nê

Ah ! Da zibiñ 'nê

Pe petramant un tamm hini en plastik ahe gis-se, just da daped dow pe dri damm

Ah ya ! Just da daped…

Dow pe dri damm kwa

Ya

15/10/2015

Kontadenn Yann ar C'hoat Bras

Bet divanket d'an 31 deus mis-here 2017
Corrigé le 31 octobre 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant. Ar lun-all oan pedet d'ond da zibiñ merenn ba ti-É. ba Skrigneg, assames oa ga S. ha M.-Th. deus Skrigneg 'e hag A. deus Lanneanou, ma mamm hag ur gamarades dèi oa 'e. Gwraet oa krampouzh demp ha toud e brezhoneg deus taol. Ba fin ar pred oa kontet ur riboustadenn gozh demp ga É. hag a'h añw da ziskeuv 'nèi doc'h amañ. Añrejistret ha trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Ar memes kontadenn da jilow serr lenn amañ

- Me
É.
M-Th.
S.  


Goûd a hounn hi(ni) Yann ar C'hoat Bras !

Ale, deus 'ta neuhe !

Eh ! Kontet meus bet houzh dec'h, houzoh walc'h… Kontadenn Yann ar C'hoat Bras. Ma zad-kozh vije 'kontañ an dra-he. Gwich-all, houzoh walc'h, kalz a dud oa powr

Ah ya !

Ha hemañ, dïannañ, oa deuh ur familh powr-tre ha na ket c'hoant da labourad 'è, sete alïes, houzoh walc'h, dre-lem a bassee

Vije rôet un tamm boued daoñ

N'é ket ! Med hañw a dape 'nê i-hun !

Ah ya !

An dra-he oa akomotoc'h !

Ya, làerezh a ree

Sete barzh Kerouel ahe his-se oa un otro ha' oa e(rr)i skuizh gwel pe-naos pé vije passeet Yann vije dïanket un dra mennañket dalc'h-mad !

Ah ya !

Sete un devezh neus tapet 'naoñ hag a neus laret daoñ :

« Fidamdoue ! » A lar daoñ, « 'benn ar wich-all », a lar « ma teus da làerezh aha(n)on c'hoazh » a lar daoñ « eh beñ n'o keme(d) ar marw evitout kara ! »

Set' ur c'hamalad na hag a na lar(e)t :

« Gast ! Hezh so ur paotr ! » 'N-hin(i) a lar « n'eus ket kalz a c'hoarïou gantoñ ! » 'N-hin(i) a lar

Pedur un devezh na tap(et) un dra mannañket da, n'onn ket pe ur yar pe betra na tapet

« Daon ! » Lar i gamalad daoñ, « heus kemed mond da Biridi kar » 'n-hin(i) a lar, « ahe (e)ma Sant-Nikolas ha goull digantoñ deus pe-sort micher out mad ! Feus kemed mond d'i gaoud ha goull digantoñ ha feus keme(d) mond benn (d)issadorn ahe, d'ar sadorn an-hin(i) hezh 'n-hini vé ahe his-se » 'n-hin(i) a lar « dreñw ar sant ha goull digantoñ deus pe-sort micher é »

Oa ar gwellañ daoñ kwa ! Set' ar c'hamalad na joñjet :

« Me a'h ay a-raog hag a'h ay dreñw kein Sant-Nikolas »

Ya-ya, da wel pet(r)a oa ahe

Sete oa aet :

« Oh ! Sant-Nikolas ! » Lar daoñ, « e(rr)i oun d'hou kaoud » 'n-hin(i) a lar daoñ, « c'hwi gelennefe (a)ha(n)on ha larfe diñ deus pe-sort micher mond d'o(be)r »

« Oh daon ! » Lar-hemañ, « ur vicher zo ha' n'é ket re sterd, te heus kemed mond da làer, da làerezh ! » A lar daoñ

Oh daon 'ha ! Deut é hemañ war e gis kara ! Hag neus lar(e)t d'i gamalad pet(r)a na lar(e)t Sant-Nikolas daoñ :

« Hañ beñ weles ket ?! » Lar daoñ, « neuhe rees torfed (e-)bed » lar, « goude làeres an dud, pudur Sant-Nikolas neus kelennet ahan(ou)t ! »

Ya

Bon ! Ma ! Sete aet hemañ neuhe 'darr(e) kara ! Hag a neus làeret un dra mennañket-all barzh ti an otro Kerbrad hag a neus lar(e)t daoñ :

« Ma ! Mond a rañw da lakad un disfi dit ! » Lar, « an noñs-mañ » lar, « mar a làeres ket an niñsel 'tre ma gwreg ha me ba'h ar gwele » 'n-hin(i) a lar « pé vefomp aet da gousked, n'o keme(d) ar marw davitout ! »

« Ah bon 'ha ! » Choñje hemañ, « mond da làerezh an niñsel 'tre an otro ha i wreg, red é din o(be)r ma joñj a'ha ! Pe-naos d'o(be)r »

Oh ! Me(d) hemañ oa ket ginoweg, ruset a oa ! Ha hañw 'h o(be)r ur paotr-plous hag a lakad 'naoñ barzh beg i skuberr(e)nn, ur pezh paotr-plous kara ! Ga dowlagad daoñ, un tok kara ! Gwraet oa i joñj gantoñ

Ur « fantôme »

Ya, sete an dra-he oa pad an gooñ ha yin oa, kajimant ree erc'h ! Sete p(a) oa aet 'hat, paotr-kaezh ! Ha neus skôet war ar prenest hag an otro lare d'i wreg :

« Ah e(rr)i é ! » Lar, « (e)ma ma vujul amañ hi-mañ » 'n-hin(i) a lar, « damaig » an-hin(i) a lar, « me a'h a da reiñ pis-glas daoñ » lar, « hag a, ha da ziskiñ 'naoñ da zond da zreuj dre ar prenest amañ hi-mañ, an nos-m(añ) » lar, « avertisset meus 'naoñ ! » Lar

Sete, pa na, hemañ na bet gwraet an dra-he, na passeet anaoñ dre ar prenest, buan ar mo(d)-se, da zigentañ kara !

« Oh ! Gwelet meus 'naoñ » lar i wreg, « gwelet meus i benn » 'n-hin(i) a lar, « (e)ma à selled ahanomp kousked, gwraet ma mod da gousked 'ta ! » Lar

Hete goude neus laket 'naoñ ha lesket 'naoñ un tammig pelloc'h kara ! Ha hemañ ga i vujul : Dagadao !!! Hag a ree…

Hemañ neus lesket ar paotr-plous da goueo 'n un taol hag an dra-he, houzoh walc'h, neus gwraet un drous !

« Ah ! Bet a meus 'naoñ 'ha ! » 'n-hin(i) a lar, « oh ! Ahe (e)ma mad bremañ ! 'Benn arc'hoazh-vintin » lar, « vo gwel(et) pe-naos (e)ma kont ! Ya, bremañ 'h on trankil da zond ha zo voien demp da gousked aes 'ha ! » 'N-hin(i) a lar

Ma ! Kreis an noñs oa deut un tamm disfi daoñ hag a lar :

« Ma ! Ni zo kap da ve tapet-fall c'hoazh » lar, « mar vefe ka(v)et hezh ahe his-se » lar « di-raog ar prenest » 'n-hin(i) a lar

Marw

Sete lar d'i wreg :

« Me a'h a d'o(be)r un toull ba'h ar jerdrin ga ma fal » lar, « hag a'h a da blantañ 'naoñ ahe, den e-bed ouïo mann e-bed, deb e-bed 'h ey da glask ! »

Gwich-all, houzoh walc'h, vije ket sellet deus traou mo(d)-se !

Oh nann ! Vije ket sellet just, nann

Hag a hañw 'h a da lak i chupenn 'hat ! Hag i dok hag à hond da gerc'hed ar bal da greusañ ba'h ar jerdrin

Ya

Me(d)…

Hem(añ)-all oa 'ho(r)tos

Hem(añ)-all oa 'ho(r)tos gwel 'naoñ 'hond er-maes, oa chomet ene, oa dre a-dreñw ! Ha pa neus gwel(et) oa e(rr)o an otro, 'houzoh walc'h, d'ar jerdrin, hemañ zo deut, houzoh walc'h, ba'h ar gambr ! Ha aet ba'h ar gwele ! Ha rôet un droiad d'ar wreg ! Eh ! Ha tapet an niñsel ! Hag aet é roud, ma haotr-kaezh-mañ !

Me(d) egile oa deut riw daoñ neuhe, pudur a laron dec'h oa ar gooñ oa ha oa aet an hir-rew ba i zoworn ha na joñj(et) :

« Ma ! Red din 'h arretal 'ha » 'n-hin(i) a lar « ha mond da domm ma doworn un tamm, da gaoud ma gwreg » 'n-hin(i) a lar « me teuy damaig 'darr(e) »

Set' é deut d'ar gambr

« Oh vouhhh ! » Lar, « yin é, me(d) yin é ! Me(d) red é din tommañ ma doworn » 'n-hin(i) lar dèi, « kar skornet eint ! »

« Oh nondedïe ! Dam ! Nev(e)-aet out ahann ! » Lar daoñ

« Petra ?! » Lare-hemañ, « nev(e)-aet ahann ? »

« Daon ma'hat a ouzoh petra heus gwraet diñ ?! » Lar

« Oh ! Bet é Yann c'hoa(r)i e dro ! »

Sete Yann na tap(et) an niñsel ahe ha rôet un droiad d'an hi(ni)-gozh ha hemañ, houzoh walc'h, aet an niñsel gantoñ ! Sete pet(r)a larche daoñ ? Heñ…

Sete pa oa aet da wel oa keme(d) un tamm kozh tok-plous er-maes !

Hag ur wich-all, ur wich-all oa, oa laket ba'h ur sac'h hag ereet ar sac'h warnoñ ha oa laret daoñ, 'houzoh walc'h, pudur oa làer :

« Oh !!! Mi zo hond da veuiñ ahan(ou)t ! » An-hin(i) a lar daoñ mo(d)-se

Ha lesket 'naoñ bord an hent ha lesket 'naoñ ba'h ar sac'h ene !

« Me zo hond » lar, « da gerc'hed ur poues, un min da lakad, ar mod-se 'h i ha da sklapañ 'han(ou)t ba'h ar poull-don zo a(ho)nt ar hi-(ho)nt ! Ha 'h añw da gerc'hed ar poues-t(e) d'ar yêr hag ar mo(d)-se, dïannañ, vefomp disklabet deuh-ouit ! »

Sete hemañ oa ba'h ar sac'h ene, ma haotr-kaezh ! Hag a hopal :

« Nann ! N'in ket gati ! N'in ket gati ! Meus ket c'hoant d'hond in mod e-bed ! »

Eh ! Ene oa deut un' ga un tamm kosh-karr, heñw oa 'hond d'ar voar da Boullaouen hag a oa ur bern… Pah ! Traou gantoñ ba'h ar c'harr da werzh 'è, 'houzoh walc'h, chadennou ha moñchou ha kement sort zo boulous zo toud !

Ha hemañ :

« N'i ket ga piw ?! » 'N-hin(i) a lar hemañ 'n-ur basseal

« Oh !!! An otro zo 'h essañ gwel aha(n)on 'hond ga i verc'h ! » 'N-hin(i) a lar, « me meus ket c'hoant d'hond in mod e-bed ! I verc'h » lar, « zo 'ho(r)tos un' bihen ha neus tad e-be(d) ! Hag ema 'h essañ gwel aha(n)on » 'n-hin(i) « 'hond gati da ramplassiñ anaoñ » lar, « mi meus ket c'hoant 'ha ! » lar, « d'hond da chom di » a lar daoñ mo(d)-se

« Oh ! Go(r)tos ! Me a'h a da ziseren ar sac'h » a lar-hemañ « ha me zo 'hond barzh da blass ! Ha te, ha te » lar, « a'h ay ga'r c'harr bihen d'ar voar da Boullaouen »

Sete ma haotr-kaezh-mañ ! Hemañ 'ha ! :

« Oh ! Rekour(iñ) res aha(n)on 'ha ! » 'N-hin(i) a lar, « me 'ha ! Meus ket c'hoant d'hond di, ur plac'h koant é 'ha ! » lar, « med meus ket c'hoant in mod e-be(d) ! »

Ha

« Hast buan 'ta ! A-raog teuy an otro amañ hi-mañ ! » A lar « ha da lak aha(n)on ba ar sac'h »

Ha gwraet ur skloum warnoñ… Med egile p(a) é deut n'é ket chomet, houzoh walc'h, n'eus ket gwraet (ne)med tapañ hemañ, 'houzoh walc'h ha sklapal hemañ neuhe ! Pah ! Hirrañ ma neus gallet !

Me(d) daon 'ha ! Deuh an abard'hê neus gwelet Yann à werzhañ traou

« Daon 'ha ! Te zo amañ Yann ?! »

« Oh ma Doue ! Remersïañ rañw 'han(o)h otro ! » Lar daoñ, « sklapet pa 'ha(n)on ba'h ar poull hag ene oa owr ha traou a-gement mod oa toud ha moñchou, domaj é » lar, « ha ket sklapet 'ha(n)on un tamm pelloc'h » lar, « kar ene 'ha mije ka(v)et ma bec'h-owr ! »

« Hag a zo kement-se ?! »

« Oh ! Fi ya 'ha ! » Lar, « hag a c'hoazh on ma-hun, ma vijomp bet dow » a lar, « mijomp bet gallet chechañ 'nê maes ! »

Hag i wreg a lar daoñ :

« Oh ! Demp 'ta ! » Lar, « ha sklap aha(no)mp barzh ! Sklap aha(no)mp barzh » a lar, « ha ni 'tressomp hom-dow, eh beñ teuy traou ganemp er-maes ! »

« Ah !!! An dra-he zo moien din d'o(be)r ! » A lar-hemañ

Set' eint aet da vord ar poull kara ! Hag a 'n-om ga(v)et oa un' b(e)rraket da houll diga Yann :

« Daon ! 'H o(be)r pet(r)a out ahe ? »

« Oh ! Ar re-mañ » lar daoñ 'hat !

'Benn-neuhe oa 'hond da sklapal 'nê

« Ar re-mañ zo 'h essañ mond ba'h ar poull a(ho)nt ar hi-(ho)nt » 'N-hin(i) a lar

« Ya ! » Lar-hi, « ha damaig » 'n-hin(i) a lar

Ha hi a sa(v)e hi dorn

« Sell 'ta ! » Lare

Ah ! N'é ket, hañw an-hi(ni) oa aet da zigent(añ), hi gwas ! Hag a lare dèi kara :

« Ma sa(v)on ma dorn » a lar, « ho keme(d) dond da ma c'haoud » 'n-hin(i) a lar « hag an dra-he sinifïo vin ket 'vi(d) diga(ss) (a)nê ganiñ maes »

Kompren a res ?

Ya-ya

An dra-he ar mo(d)-se 'n-hi(ni) oa ! Sete hemañ, houzoh walc'h, p(a) oa 'hond da veuiñ, neus sa(v)et i zorn neuhe ha 'h essañ gopal au secours ! Houzoh walc'h 'ha ! Eh !

« Oh ! Sklap aha(n)on barzh 'ta ! N'é ket 'vid digass anê toud gantoñ maes ! Red é din mond da joukour 'naoñ »

Hag a oa egile ba'r sac'h ?

Ah wei ! Eh ! Hag a oa egile, 'houzoh walc'h, ba… Oa ba'h ar sac'h ! Houzoh walc'h…

Med ankouaad a ra an nen, te… Med an dra-he oa ur gontadenn deus Yann, te oar hoñzh heñ ?

– Ya-ya

Ah !!!

An Dieoul ba'n dour

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer barzh Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar plac'h
Ar paotr 



– Ya, a-hend-ell meus klêt 'è c'hoazh ba Kleden, pa vé gurun d'ar mijou du, petra vé lar(e)t ? 'H a ar goañw kuit duzhtu

Ah matre'n walc'h…

– Ya

Matre'n walc'h…

– Ha ziwar-benn…

« An heñi had i batates deiezh Gwener ar Gr(o)as / So sur dé gaoud patates bras ! »

– Ah, meus ket klêt toud an dra-s(e) c'hoazh !

Ah nann ! Hehe !

Nann, med houm(añ), homañ gonterf(e) doc'h d(a) beked 'benn arc'hoazh bremañ…

– Ya med…

Ma talc'h ar lañs kwa

– Mad-tre, mad-tre é !

Med…

– Ha 'hend-ell, gan ar legumachou-ell, an amzer petram ar goueliou-ell. N'eus ket un dra benneket a ziwar gouel ar beus ?

Yeo ! Ha da…

Ma vis(e) gwech-ell, bi' vis(e) lar(e)t, pé vise benni(g)et ar beus 'è deiezh ar Sul-Bleuniou, eh beñ lak 'nê ba'r parkeier, beb a damm beus ba'r parkeier-ed ha pis(e) ed braw, pé vis(e) benni(g)et kwa, pé vis(e) bet benni(g)et kwa

– Pé vis(e) benni(g)et ar beus ?

Ya, ar beus, deiezh ar…

Sul-Bleuniou

Deiezh ar Sul-Bleuniou, lakad bep a damm bod ba'r parkeier-ed ha oa sur dé gaoud ed braw kwa, ed gwelloc'h kwa ha « Deiezh Gwener ar Gr(o)as / Yun an dud, bihen ha bras »

– Ha gwraet vis(e) ?

Ah ya 'ha ! Ola ! Oh ya !

Ah ya ho ! Partoud, partoud…

Seizh eee… Ken vis(e) gwel(e)t an naw steredenn, deus an noñs

– Ne vis(e) ket debet…

Nann, nann, nann ! Mann e-bed pa(d) 'n de, pa(d) 'n de

Med…

– Ha goud(e)-se vis(e) ur mell friko ?

Ha goud(e)-se neu'n bi vis(e) un tamm koan ma'hat kwa ! Ya, un tamm koan a vis(e) kwa…

Med pé omp deut ve-se, benn kreis-te vis(e) 'h arretet kwa ! Benn-neu'n gwel a ret, vis(e) dihanet butunad…

Ah ya

Benn vis(e) deut an eur kwa. Med kig pa ket droad dé zibiñ !

Nann

– Nann, nann, ga mé mamm gozh oa ket droad dé zibiñ kig

Yeo, kig pesk kwa

– Ya

Ha da Sul(v)ezh ar Sakramant Bras 'h a an Dieoul doc'h an dour

Ya

Ken n'eus ket moien doc'h d'ond dé neuial

– Laret din ur wech-ell

De Sul(v)ezh ar Sakramant Bras…

– Petra é ?

« Le Saint Sacrement c'était en… » pevar(e) vis(e) an dra-h(e) ?

« Ouais ben ça c'est en juin, je crois, ou juillet »

Ba juin pe gis-se, Sul(v)ezh ar Sakramant Bras, peus droad d'ond dé neuial 'h a an Dieoul maes ar stêr

Benn-neu'n 'h ee an Dieoul maes doc'h an dour

– Braw-tre an dra-s(e) heñ !

Beñ ni a vis(e) aet dé neui(a)l ba mis-meurzh ma vijemp bet lesket, ma vis(e) tomm

– Ah ya, c'hwi oa ba-bord an dour 'è

Bord an dour, ya. Me vis(e) pa'n de barzh. Ur wech 'h een doc'h ar mintin, 'h een ga'r saout d'an traoñ, goud(e)-se tàè mé gamaraded doc'h bourc'h Kleden, dé neui(a)l, sadorn é doc'h kreis-te ha doc'h an aba(r)d'hê 'h een ga'r saout 'darr(e) dé neui(a)l 'darr(e) !

– Ya, med ober a reeh truj, mond a reeh un tamm bihen raog ar Sakramant Bras ?

Ya ! Bet on bet wechou med…

– 'N-ur gu(zad)

'N-ur gu(zad), ya kar, med ar vamm hag an dud faotent ket nê damp

An Dieoul oa ba'n dour, vé laret

Ya 'hat, gi n'eegn ket, ar re-mañ nise owen

Hag ar wech vis(e) bet Sul(v)ezh ar Sakramant Bras neu'n, ah(e) vis(e) lak(et) dé, vis(e) laket, vis(e) ar person ba-kreis ar macheñ ha vis(e) douget, vis(e) pe(va)r (o) tougen 'naoñ kwa. Ha vis(e) lak(et) nunu neu'n, des nunu penn-ha-benn ha beb a vise une procession. Ha neu'n vis(e) aet an Dieoul maes ar stêr kwa

– Ha petra é nunu ?

« Des nénuphars »

– Ah ya

Oh non des…

« Des nénuphars » hag 'e « des pâquerettes » ha treou vis(e) laket 'è kwa. Gwel(et) peus an dra-he matre'n 'e, peus ket ?

Oh yeo ma'hat ! Ar mar' kafe, vise laret d'anê

Yeo

– Nann, me n'on ket deuh ba-bord an dour

Oh « nunu », goûd n'é ket « nénuphar » é

Yeo yeo, med n'é ket « nénuphar » vé gwraet deus an nunu ?

Nann, nann

Oh brem(añ) zo leun zo ba-bord an heñchou

– Ya ya

Ya

Re-hir ha gis-se ra tek ha tek !

– Ah, n'ouzon ket o hano e galleg

Ah nann ?

N'é ket « rumex, genre de rumex » eh é

– Ga bleuniou gwenn ?

Nann

N'é ket, re-ru ahe gis-s(e)

Re-ru so ha vé, ha vise neu'n ka(v)et 'nê pé oan bi(he)n

Tek…

– Ah « digitales » !

« Ah digitales, voilà, digitales »

– An dra-se zo nunuiou

Ar re-s(e) so nunuiou, ya

– Ha bleuniou ar re-s(e) vis(e) lak(et)…

Hag 'r re-s(e) vis(e) lak(et) penn-ha-benn toud ba-b(e)lec'h basseè ar prossessïon tro ar vourc'h

– Ah ya

Tro ar vourc'h toud hag ar person vé ba-kreis ar macheñ ga « le Saint Sacrement » ha vis(e) pe(va)r (o) tougen 'naoñ ar mo(d)-se. Hag e neu'n vis(e) Sul ar Sakramant Bras ha vis(e) ur prossessïon. Se oa…

– Ha n'é ket evid ar Pantekos(t) ?

Nann, nann, nann, nann, dé Sul, nann, nann, Sul(v)ezh ar Sakramant Bras vis(e) ba juin, vé ket kin kwa, med bet oa bet ha vis(e) kwa. Hag neu'n vis(e) laret vis(e) 'ziwar-lerc'h an dra-h(e) toud vis(e) purifïet, toud ar stêriou ha oa moien d'an dud d'ond dé neuial !

Ya 'ha !

Ya, ya

11/10/2015

Te oar ma'hat !

Hadsalud,

Fenos vo laket un eil añrejistramant bet gwraet ganen-me, un' bihen bet añrejistret ba ti-G. ba Berrien warlêne. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Wechou vé d(a) zilared an dud kwa ha un' oa kont ar gaos ha med n'ouïe ket set', oh n'ouïe ket, heñ oar ket galleg petram heñw oar ket brezhoneg

– Ya ya ya

'Vel oa bet ahe, laron dit, oan o lared dit, René oa gad un int[ron], un' gozh deus kêr, deus kêr amañ ha me oa digouêt in penn an nec'h, ah ! Me oa chomet ur pennad da jilow 'ha ! Plijadur oa !

« Te oar ma'hat ! Te oar… » Lare-houmañ

Houmañ oa ur penn-kaled ! Med René gomprene, med kaoseal ree ket ! Pugur vich(e) ket kaoseet brezhoneg daoñ ha mod-all, ni etressomp, ni gaosee brezhoneg wechou, gaosee brezhoneg kwa !

« Ah ! Aet oa ar saout da làerezh pa » petram « deut ho saout, ar saout neus debet ar chounaï ! » Ar saout d'ar re-all…

– Ar saout a'h ee kalz da làerezh

Aha ! Ar re-he oa làer ya !

– Lampañ dreist ar c'hleuñ

Lampañ dreist ar c'hleuñ, ya... Dreist ar harzh vïe laret wechou ahe

C'hwi lar dow su'n ? Ni lar pemz'tei(e)zh

Salud dec'h,

Fenos vo un añrejistramant ma gwraet ba ti-J. ba Speied dow la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

(N'oun ket re sur deus ar pezh meus trañskrivet ahe, ma teufe dec'h kompren gwelloc'h 'vidoun po kime lared din hag a vo cheñchet)



– « Ronronner », pe-sort mod vé laret pé vé ar c'hazh é roñroniñ ?

Pé vé klêt 'h o(be)r an dra-(ho)nt vïe laret vé ar c'hazh lared e bater

– Lar e bater ?

Ya ha nin, ba-amañ ni lar an dra-(ho)nt ha ba du-s(e), kêr vïe laret... Ah ba nann, med ba'r c'hartier vise laret an dra-(ho)nt

– Ah ya ? Ar c'hazh é lared e bater ?

Ya

– Ah ya, braw é ! Med sterd é, sterd é goûd heñ ! Pe-sort mod vé laret, meus ket…

Peus ket bet klêt an dra-he gwech e-bed ahe ?

– James ! Med « ronronner » n'ouzon ket pe-sort mod vé laret…

Med me n'ounn kemed an dra-m(añ) (aha)nan, pugur weleh-heñw 'h o(be)r ba-tal an tan braw hag vïe ene roñroniñ :

« Ah ! 'Ma ar c'hazh lar e bater »

– Hag amañ pe-sort mod vé laret 'vid « les clefs » ?

An alveou, petram an alc'ho ma vé kemed un'

– An alc'ho ?

An alc'ho ma viche kemed, ma vé kemed un', an dra-he so kemed un alc'ho ma peus dow, an alc'ho 'vid or an ti kwa. Pugur alvejou mod-all c'hoazh vé 'vid ar mekanikou, an alc'ho, la molette ma peus c'hoant petram an alc'ho, la clef de 15 ou-bien la clef de…

– Alvejou ?

22
, 'benn-neu'n, c'hwi lar, med me meus ur vouest ga alvejou ahe gis-se, med alïes peus dow alc'ho war an nor 'e, 'vel houmañ, pugur ar re-mañ zo, ar re-mañ zo, ar re-mañ vé gwraet an alc'ho da'nê 'e, amañ oa bet, oa triven 'e hag ar parter zo bet ahe gis-se voa ràet un' ur wech diwar ar gêr 'naoñ ha n'eus ket bet digasset 'nèoñ d'ar gêr gwech e-bed 'nèoñ

– Ba du-mañ vé laret un al---c'h---o, un al---c'h---o hag amañ vé laret un alve ?

Oy ya…

– Un difer's zo memestra

Oh pass kalz, ah nitra !

– Nann pass kalz med 'vid skrivañ, un difer's zo memestra kwa

Nitra toud ah !

– Ya

Ha nin 'n-im gomprene 'hat sur, vern ket diwar be-sort parres oamp

– Ah ya, 'n-om gompren ra an dud, med me zo klask goûd pe-sort mod vé laret just ba beb parres

C'hwi joñj skri… C'hwi zo choñj skrivañ 'nê ?

– Ah ya, skrivañ rañw

Ah ya

– Ur bern traou zo bet laret ! Me mo labour damai ! Biskoazh keme(n)d-all ! Matresse pad ur su'n pe dow su'n ?

C'hwi lar dow su'n ?

– Dow su'n ya

Beñ nin lar pemz(eg) tei(e)zh

– Ya, pemzeg teiz ?

Pemz'tei(e)zh, ya

– Ah ya ?

Dow su'n vé ket laret amañ gi-mañ

– Ah ya ? Vé ket laret « dow su'n » amañ ?

Ah beñ nann, « dow su'n » n'egzist ket amañ gi-mañ

Ur wech oamp 'h o(be)r goap deuh ur martolod oa-heñw, ouïe-heñw un tamm brezhoneg, me oa err(o) tornañ da zond  amañ ba bourk Pallae ahe gis-se ha oa goull gantoñ pegeid da jom na-heñw permissïon c'hoazh

« Dow su'n c'hoazh » Lar-heñw

Toud an dud c'hoarzhe war ar leur ahe, « dow su'n » na surprenet ar re-he toud, pugur

« Peus ket bet gwel (aha)nah ar paotr-an-dow-su'n ? »

War-lerc'h goud(e)-se blam nin a lare pemz'tei(e)zh kwa

– Ya ya

Pemz'tei(e)zh zo diw su'n 'e kwa

– An eizhte pe ar pemzete ?

Ya, ba'r C'hastell-Ne lar-hè « pemzete », med nin lar pemz'tei(e)zh kwa

– Pemz'te ?

Ya, pemzete, ba Laz mé gwreg lare « bemzete »

– Bemzete, beñ med ni ba Plouïe, ba Uhelgoat vé laret « pemzete » 'e

Ya ya, med an dra-h(añ) gomprenan mad-tre

– Pemz'tei… Pe-sort mod lares-te ?

Pemz'tei(e)zh ya

– Pemz'tei(e)zh…

Ya, pemzeg… Goûd ret pet(r)a é « pemzeg » ?

– Pemzeg, ah…

« Pemzete », c'hwi ziform un tamm !

– Ya ya ya ya, med sterd é lakad toud an traou ba'n o blass, ba'n o vlass mad ba ma venn !

« Pemzete »… Pet(r)a zinifiv -zete doc'h neu'n ? Un dei(e)zh ?

– Beñ : pemp, deg, de

Deg tei(e)zh ?

– Ya, pemp, pemp deg, pemzeg, « quinze »

Ah ya ! Ah ya

– Ha de, pemzeg de

Ah ya, neu'n zeskeh un dra bennaket din-m(e), pugur me meus ket, meus ket bet gwraet ar raprochamant d'an dra-(ho)nt gwech e-bed (aha)non

– Eizhte, beñ eizh de, memes-mod é… Ah ! Dispartïañ an traou zo sterd 'ha !

N'é ket ! N'é ket sterd neu'n, med…

– Amañ, « les sourcils et les paupières », pet(r)a vé gwraet deus an dra-he e brezhoneg ?

Ah… Amañ vo sterd da lared, sañset na un hano brezhoneg paupière… Ar musellou, goûd ret pet(r)a é ?

– Musellou ya, « les lèvres »

Med ar mod-all, meus ket bet kaos deus an dra-(ho)nt gwech e-bed

Autour de la langue

Amañ-dindan vo laket traou diwar-benn ar langaj, ar brezhoneg. Amañ 'hi-mañ vo renket toud an artiklou blam doc'h da dap heñi pe heñi deusoute founnissoc'h

------------------------------------------
----------------------

An aksant

Komjou implijet finisset ga -adur

09/10/2015

Komjou implijet finisset ga -adur

Komjou implijet finisset ga -adur / Mots en usage finissant en -adur

Wechou vé laret ga lod lar teu ket komjennou finisset ga -adur ga'n dud e brezhoneg ('med-seped a vefe « plijadur ha displijadur »), med an dra-he n'é ket gwir 'ha ! Na goude vegn ket 'h abusiñ 'nê hardi kement 'vel ra an neobretonnanted, a implijont 'nê 'velkent !

Amañ-dindan vo laket ar re meus bet klêt dre-amañ ba'r vro, mignoc'h so c'hoazh sur ha ba blassou-all mem-mod, med braw é goûd pe-re ha pass chom d'eñvantañ traou 'barzh goûd an doare, 'zhpenn ur mod so da lared an traou e brezhoneg mad !

Re-all vo laket war ar bajenn-mañ pé vogn klêt, daw 'o kemer notenn !

Parfois certaines personnes disent qu'il n'y a pas de mots finissant en -adur en breton populaire (si ce n'est excepté « plijadur et displijadur »), mais ce n'est pas vrai, même s'ils ne sont pas autant abusés qu'en néo-breton, mais ils sont utilisés malgré tout.

Ci-dessous vous trouverez ceux que j'ai entendu par ici dans le coin, il y en a sûrement plus et pareillement ailleurs, mais encore faut-il savoir lesquels et ne pas inventer avant de savoir la manière, il n'y a pas qu'une façon de dire les choses en bon breton.

D'autres seront mis sur cette page lorsqu'ils seront entendus, il faut prendre note.

--------------------------------------------------
------------------------

BLOÑSADUR [blõ'sɑːdər] : [blonçadur 1659] n.m. (pl. -iou [blõsa'dyrju]) ; Meurtrissure / Blessure

BREINADUR [brɛj'nɑːdər] [brɛ'ɲɑːdər] : [breinadur XVIe] n.m. ; Pourriture

DIHARZHADUR / TIHARZHADUR [(d/t)ihar'zɑːdər] : [dic'harzhadur 1992] n.m. ; Émondes / Déchets de talus

DISPLIJADUR / DISPLIJEDUR [displi'ʒɑːdər] [displi'ʒèːdər] : [displigadur XVIe] n.f. (pl. -iou [displiʒa'dyrju]) ; Contrariété

DUADUR [dy'ɑːdər] : [dùadur 1723] n.m. ; Noircissure / Noir (dû à la fumée, au feu...)

GWELC'HADUR [gwɛ̀̀l'hɑːdər] : [goalchadur XVIe] n.m. ; Lavure

MERGLADUR [mɛr'glɑːdər] : [mercladur 1499] n.m. ; Rouillure / Oxydation

MORTEKINADUR [mↄrtike'nɑːdər] : [mortekinadur 1931] n.m. ; Mortification / Meurtrissure

PLIJADUR / PIJADUR [pli'ʒɑːdər] [pli'ʒèːdər] [pi'ʒɑːdər] : [pligadur 1499] n.f. (pl. -iou [pliʒa'dyrju]) ; Plaisir

RENKADUR [rɛ̃ŋ'kɑːdər] : n.f. (pl. -iou [rɛ̃ŋka'dyrju]) ; Classement

RENKENNADUR [rɛ̃ŋkɛ'nɑːdər] : n.f. (pl. -iou [rɛ̃ŋkɛna'dyrju]) ; Classement

RIÑSADUR [rĩ'sɑːdər] : [rinsadur 1718] n.m. (pl. -iou [rĩsa'dyrju]) ; (du) Curage (résultat du l'action de curer)

SKRIJADUR [skri'ʒɑːdər] : [scrigeadur 1732] n.m. (pl. -iou [skriʒa'dyrju]) ; Frémissement

STRINKADUR [striŋ'kɑːdər] : [strinquadur 1723] n.m. (pl. -iou [striŋka'dyrju]) ; Éclaboussure / Embruns

08/10/2015

Espressionou deus ar vro

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Motre ga teir blac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar plac'h kentañ
An eil
An tride
 



– Ha pet(r)a vé laret deus un dèn ha' ev kalz ?

Hezh so ur bombocher

Hezh so ur bombocher

– Ya, n'eus ket traou-ell ?

Ur lonker

Hemañ gav mad e bann'h kwa, ya

Ya

– Ha deus an heñi a'h a gantoñ 'n un taol ar mod-se ?

An dra-he so ur lonker

– Ya ? An heñi ne dañvev ket 'naoñ ha na…

Oui oui, qui boit comme ça, comme un trou

– Laret vé, « chet ra 'vel chet ba un toull gozh », an dra-he peus bet klêt ?

Ah ya ! « 'Vel chet bo ur puñs » vé laret

– « 'Vel chet ba ur puñs »

Ya

– Ha deus un dèn ha neus ur fri ru ga'r boesson ?

« Hezh neus ev e bann'h » a vé laret, an dra-s(e), an dra-s(e) vïe laret, « peus ket gwelet e vri ? »

– Ur fri kulotet meus klêt

Ya, ah ya ! Ur fri kulotet ya

– An dra-s(e) vis(e) laret ?

Ya ya, fri kulotet ya

– Ha 'hend-ell meus klêt ba Poullaouen « hezh é prest e vri da goueo ba e ginou »

Ya 'hat ! Ya « hezh zo da gaoud an heritaj » lar « (e)ma e vri 'hond da goueo ba e ginou »

– « Hezh zo 'hond da gaoud an heritaj » dec'h meus klêt se c'hoazh, ma ket klêt raog

Ma ! Passianted peus (me)mestra heñ ! Benn o(be)r toud…

Mais elle doit rigoler avec tout ça après

Oui

Avec ces expressions-là

– Ben oui… Ha 'hend-ell pet(r)a, pet(r)a vé laret deus un dèn ha' zo nervus ? Pe deus ur bugel ha' chom ket ba e blass ?

« Hezh so kerc'h kras ba e rer »

Ha neu'n « hezh so frèkes, hezh so frèkes » vïe laret 'è

Ya, kerc'h kras ba e rèr, ya

Kerc'h kras ya

– Ha pet(r)a peus laret 'hend-ell ?

Hezh so frèkes, ça voulait dire qu'il était nerveux quoi

Oui, frèkes ya

– Ha deus ur bugel ha' ne sent ket ?

« Hezh so ur penn-martolod » vïe laret gwech-all c'hoazh

« Ur penn-kaled » vis(e) laret 'è

Ya

– Ha deus un dèn fenaien, pet(r)a vé laret neu'n ? Ahe zo traou…

Oh ya ! Feneant-brein vis(e) laret papred

« Hezh neus lost ur veuc'h ba e dorn » queue de vache dans la main

Oui, la queue de vache qu'on disait

Ha « hezh é chech-e-rèr gantoñ »

Ah ya ! Ah ya 'ha !

Il voulait pas travailler

Quand il fallait nouer les gerbes derrière la faucheuse « hemañ chech e rèr gantoñ » ya

– Ha pé chome ba e gwele deus ar mintin ba-plass mond da … ?

« Feneant ! »

– Fenaien ?

Feneant

– Hezh zo chomet war pet(r)a ? War… War e deil ?

Ah ya ! « Chom é 'h o(be)r teil »

– « Hezh so 'h o(be)r teil » ?

Ya, « hezh 'h o(be)r teil » ya

Me ra teil 'è…

– Ha laret vé memestra pa vé un dèn klañw ha' chom ba e gwele, nann ?

Ah non ! On dit pas ça

– Pet(r)a vé laret neu'n ?

Ah nann ! Hezh…

« Hezh so aet fall » kwa, « hezh so klañw »

– « Houzh so chomet da sklokal » laret vis(e) se, nann ?

Oui, si si !

Si si ! Que quand il crève

« Houzh a vé sklokal papred » vis(e) laret

– Ya, parce qu'elle est un peu malade

Oui, oui oui

– Mais on dit pas « hezh so chomet da sklokal » pour un paresseux ?

Non non, parce que c'est différent, même quand on dit « da sklokal » on croit même que la femme est enceinte quoi

Ouais

Ça représente ça un peu quoi

– On pense à ça aussi ?

Oui, oui oui

Puis on dit aussi « koueet é penn an ti » pa vis(e) ganet ur c'hroedur « koueet é penn an ti »

Non c'était pas « penn an ti » qu'on disait, yeo ?

– Laret vé kalz traou hañ ! Laret vé

« Koueet é ar pign(on) »

Ya, « koueet é ar pign(on) » ya

Mais on disait pas « an ti » puisque beaucoup de gosses savaient « an ti » et on abrégeait pour pas que les gosses comprennent, pourtant ils voyaient, les gosses, les petits venir après

Oui, mais on était naïf à l'époque hein

Oh là oui !

06/10/2015

'N-om briviñ douzh toud an traou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plonee. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Peus ket bet labouret war ho plijadur pad hoh puhe toud ?

Pass atô 'ha ! Hohoho !

– Pe-sort mod peus bet labouret 'hend-ell ?

Pé veh ba ti ar re-all veh ket ba ho ti ho-hun… 'Benn-neu'n vé laret doc'h :

« Ale ! Amañ (e)ma ar fouet, ale ! Po da zestum (a)val(d)ouar ! Pé vo despugnet an aval(d)ouar (v)o ar saout da hor(o) ! Pé vé saout da hor(o) a vé ar moc'h da vouet(a) ! »

– Ha pet(r)a vis(e) laret, pe-sort, devejou pe-sort mod vis(e) neu'n ?

Beñ ! Eh lala ! Vé laret an dra-he :

« Oh ya ! Hezh so pi-moc'h 'hat ! Hezh so… »

An dra-he zo pizh pi-moc'h, ça c'est radin quoi ! Veut pas donner rien à personne… T'as pas le droit à une poire ni une pomme même qu'on ne te donnait pas, à midi…

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus tud ar mod-se ? Ar re-s(e) lake ar re-ell da…


Ar re-he vé laret, oh ya ! Ar re-he so avares, pe ar re-he so pi-moc'h, gwashoc'h viche 'vid moc'h, gwashoc'h (e)vi(d) ar moc'h eint, pugur ar moc'h, matrehe a rafe un dra b(e)nnaket, un dèn war-lerc'h ar re-mañ voagn ket

– Ha pet(r)a vis(e) laret, ar re-s(e) lake 'han(o)h dé chech pe dé…

Oh ! Kaoud miser ya ! Ya, miser !

– Vis(e) ket laret lar ar re-se a cheche, cheche war o c'horf pe…

Ya, lod, 'houzoh walc'h, vis(e) o(be)r braw gate hañ ! Lod vis(e) braw ! Braw, ils sont biens parce qu'ils ne veulent pas travailler, c'est pas la peine qu'ils travaillent et les pauvres n'ont qu'à travailler pour les riches quoi ! Nous on a fait ça et on fera encore ! Moi je verrai pas parce que je suis trop vieille, mais capable que les jeunes verront hein…

– Pet(r)a vo gwel neu'n ?


Welefent-hè ar viser 'vel meus gwelet ! Kar me meus bet miser… Ar re-he so tro an oajou ganen n'eus ket kalz kin heñ ! Matreh(e) ba parres Plonee, matrehe nomp seizh bennag, n'omp ket kalz kin (aha)namp

– Ha pe-sort mod vé laret 'hend-ell « bevañ ga miser » ?

N'ouzon ket kàer 'ha paotr ! Petra miser, an dra-he zo kaoud, ça c'est avoir la misère, quand on n'a pas à manger à presque pas… On n'a pas de la mis[ère], ça c'est la misère noire ! Tu n'avais pas le droit de toucher au pain, mais…

– Daw vis(e) reiñ doc'h


Moi…

– Pa ket droad da dapañ…


Me renke làerezh ma bar(a) ! Pugur me ouïe làerezh un tamm bar(a), troc'h un tamm bar(a) ga'r goutell, tap an dorzh war ar planken, vis(e) ba'n tïer vïe ur planken ar mod-se, c'hwi peus gwelet an dra-he ! Ha vis(e), vïe poeiet, vïe gwraet ar fornad, ar fornad-bar(a), set' vïe gwraet 'vi(d) ur si(zhu)n toud, seto ! Ma é (???) pe miser, mïe c'hoant kaoud un tamm bar(a) 'è ha ma ket droad da douch heñ ! Pa ket droad da gaoud… Bremañ an dud zo o vevañ braw, med d'ar mar(e)-se oah ket ! Ha ouïen tap ar goutell vras memestra hag ar mevel ma vïe ene ouïe troc'h un tamm bar(a) din ha vïe laret din-me :

« Plant(et) hezh ba ho meñchou, c'hwi evo ur banne dour ba'r wazh deus an traoñ pé a'h eet da gass ar saout, maes »

Pugur voa da gassed ar saout maes, hag 'h een pé lare din

– C'hwi peus bet naon ?

Oh gast ! Me meus bet naon, ah ya ! Me vïe kontan kaoud un tamm bar(a)… Hag e-se é kaoud miser heñ !

– Pet(r)a vé laret deus an dud a nis(e) naon pé nijent ket tro-walc'h da zibiñ ?

Oh beñ…

– E galleg vé laret « serrer la ceinture », pe-sort mod vé laret se e brezhoneg ?

C'hwi renke 'n-om briviñ, priviñ ! Douzh toud…

– Vis(e) ket laret « 'h o(be)r kov moan » pe « 'h o(be)r… »

Nann nann, 'n-om briviñ ! Douzh traou ha' peus c'hoant da gaoud. An dra-he zo des radins, pugur pa ket droad da douch deus un awal ! Hag meus choñj oan bet frêet ga ma mamm war-digar(e) ma tapet un awal deus un' gozh, despugnet 'naoñ 'ziwar an hent ha torchet 'naoñ hag da zebiñ ! Pe-sort ma naon… 'N-or gass ar saout maes ha koulskoud(e) oan frêet ga ma mamm, pugur houzh so deut da lared, « houmañ so poeson 'ha » me lar ar mod-se, d'ond da lared da mé mamm, voa ket daw dèi 'h o(be)r, pugur ma despugnet un awal 'ziwar an hent ! Set' oa ket sterd dê be (????), ha matrehe neus naon 'ha ! Gleet vé choñjal ba'r re-all… Nann ! Nitra ! Ha vïeh korrijet c'hoazh ha frêet ha langachet ga ho mamm

– Ha pet(r)a ?

Frêet vïeh ga…

– Ha langachet ?

Ha langachet ! Langachañ 'ha(n)on 'vïe ar ger brezhoneg, brezhoneg, an dra-he voa, ça c'est…

– Ha langachet veh, oah alïes ?

Ya ya ya ha langachet ga mé mamm pé teue d'ar gêr goud(e)-se, gar a ouïeh ma douchefe an dra-he, nitra kin, peus keme(d) mond d'ar gêr ga ho hent pé vo echou ho tevezh, d'ar mar(e) oa sévères an dud !

– Ha pet(r)a zo moien dé lared ba-plass « langachet » 'hend-ell ?

Langachañ… Ah me meus ket dalc'het choñj pet(r)a voa laret deus « langachañ » 'ha !

– Chikanet ?

Chikanañ ya vé laret

– An dra-s(e) vis(e) laret ? Vis(e) ket laret traou-ell 'hend-ell ?

Nann, « rêsonañ »

– Ha « rêsonet »

Ya, rêsonañ

– An dra-s(e) vis(e) laret alïes ?

Ya, ya alïes ha « me frêo 'han(o)h ma et d'o(be)r, ma et da douch d'avalou houzh kin ! »

– Ha dec'h meus klêt ur paotr ha' lare diñ « c'hwi zo deut da girius 'ha(n)on », an dra-s(e) peus bet klêt ?

Kiriusañ 'naoñ, klass goûd, an dra-he zo pour lui demander des renseignements

– Ya, ar mod-se vis(e) laret 'è ? C'hwi lare se ?


Hein ? Ouais… Kirïus, ya ha « ahe zo deut un' hag (e)mañ o kiriusañ, klass goûd pet(r)a bassev ba ti ar re-all », klass goûd pet(r)a bassev ba ti ar re-all, beñ kirïus…

Pe-sort mod galleh skrivañ ga ho kreion ar mod-se ?!

– Ah beñ ar mod-se rañw papred

C'hwi so abitüet…

– Ya ya, founissoc'h 'h añw ar mod-se

04/10/2015

Passêt an Tri Roue hag ar C'harr Kamm gantoñ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet ga Jean Lecoulant ba Kleden ba ti-G.. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tammig bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pé vis(e) e(rr)o un' m(e)nneket wa'r c'hampagn ha vis(e) komañs dé goll e benn gantoñ, ar re-ell larè deuhoutoñ :

« Of, hezh é passêt an Tri Roue ha ar C'harr Kamm gantoñ ! »

An Tri Roue ha ar C'harr Kamm, an dra-s(e) oa ur group, ur groupement de steredenn ba'n neñw kwa heñ. Boñ, petra oa ar re-s(e) ?

Goud(e)-se oa re-ell c'hoazh ha oa Hent Sant-Jak(e)s. Hent Sant-Jak(e)s, n'é ket sterd dé zivin(añ) 'naoñ. Hezh 'h a deus Brest dé Saint Jacques-de-Compostelle. Peus keme(d) heuilh(añ) e hent doc'h Brest ha zigouei ba Saint-Jacques-de-Compostelle. Ar re-s(e) so koumoun bihen ha' 'n-om heuilh ba un hent ar mo(d)-s(e) hag é-heñw distinct heñ, oh ga(v)i 'naoñ, peus kemed sell(ed) mad 'benn (e)ma skeltr ar loar ha skeltr an neñw ha weli-hi Hent Sant-Jak(e)s, war-eñwn.

Ha war-lerc'h neu'n (e)ma ar Rou(e)-Pik, ya. Pe-sort hano vé gwraet doc'h hezh ? N'é ket David é-heñw ? Ar Rou(e)-Pik ha hezh so ur c'harr tort, 'benn (e)ma skeltr 'naoñ gavi 'naoñ 'e.

Ha goud(e)-se (e)ma ar Grande Ourse, houzh, houzh… Gouïed ret patra é la Grande Ourse ?

– Vé ket lar(e)t « ar C'harr Kamm » ?

Nann, nann hezh n'é ket ar C'harr Kamm, nann. Ar C'harr Kamm zo un neubeud streredennou groupet. Med heñ n'é ket ar C'harr Kamm nann. La Grande Ourse é ar Gastelodenn ma peus c'hoant kwa heñ. Pigur zo un', diw, teir, pider ha teir steredenn form ur gastelodenn. Houzh é ar Grande Ourse ha ba-dreñw ma (e)ma ba skeltr an neñw ga(v)i l'Étoile Polaire 'è. Tost deuh la Grande Ourse 'è.

– An « Étoile Polaire » na ket un hano espessial ?

Nann, nann, meus ket bet gouïet gwech e-bed, nann, nann.

Ha la Petite Ourse oa 'è. Ar re-s(e) ra parti toud de la Petite Ourse ha me oar patra, ar re-s(e) ra parti toud deuh an Tri Roue ha ar C'harr Kamm ah(e) gis-s(e). Ha weleh 'nê, med seulamant daw é gouïed just. 'Benn-neu'n vé daw 'h o(be)r un tamm astroloji kwa heñ, benn gouïed an nos an hano just doc'h ar re-s(e). Ha c'hoazh… Ha c'hoazh…

– Hag ur wech-ell pa kaoseet din-m(e) deus ar Lakes-Pik ?

Ya, ar Lak(e)s-Pik, ya

– Pet(r)a é ?

Hezh, hezh so, hezh so ba, ba-dreñw la Grande Ourse 'è. Med mïoc'h trem(a) le sud kwa, trem(a) ar sud ma peus c'hoant, kwa heñ. La Grande Ourse 'h a mïoc'h trem(a) le nord, pugur l'Étoile polaire heuilh La Grande Ourse ahe gis-se trem(a) an nord 'è. Med ar Lakes-Pik 'h a mïoc'h trem(a) le sud. Med hezh vé war-eñwn ar mo(d)-s(e) kwa : tak, tak

– Ya

N'oc'h ket gouest d(é) 'n-om vank war'naoñ, pugur n'eus kemed un'. Voilà

– Ha pet(r)a vis(e) lar(e)t ziwar-benn ar loar ?

Ar loar ?

– Ya

Oh fitamdoue, ya 'hat ! Peus kemed tennou patates hiro ha lesk 'nê dow pe tri deiezh ahe gis-s(e) pé (e)ma ar loar, ar c'hann kwa heñ, la pleine lune ha tàey-hè glas

– Ya

Goud(e)-se neu'n ma (e)ma la pleine lune

– Ar loar, ar loar gann ?

Ya, wa'r c'hann ma gousket ket mad eh beñ ah(e) gouski ket sur !

Goud(e)-se ar loned neu'n…

– Ya

… Labour doc'h ar loar 'è. Surtoud ar loned goueñ. An dra-s(e) zo un hent direkt d'ar loned goueñ. Ur had, ur had n'ee ket deuh… Ma (e)ma ar loar ne(ve) petram ar c'hann, eh beñ lako anei dé basseo ba un toull-karr petram dé basseo war un toull-drés ba-lec'h basseef(e) ket ur lago(de)nn ma peus c'hoant hag a heuilh, eee petra din-m(e), lem (e)ma-hi leun blew war hi lerc'h 'welefe ket ur vlevenn. An dra-s(e) meus ket bet gall(et) kompren gwech e-bed. Gouïed rañw lar basse-hè ba ur passaj sterd ha basse-hè war ur passaj toull-karr ba-lec'h n'eus ket mann e-bed. Nann, nann, nann, 'h ee-hi 'hond tost deus ar loar, 'h ee-hi deg metr deus an toull-karr, braw. Nann nann nann, 'h ee-hi dre-lec'h oa ar gwashañ ha stertañ toud mond. Blam batra ? Ar loar ! Ar loar ! Ar loar !

Hag ar lapin(ed) 'è. Ar lapined goueñ, me zo bet ene ha meus chassêt ha pé vé ar loar, ar c'hann, ga(v)i (a)nê ba ur sekteur. Ha 'benn, 'benn vo ar loar, ar loar, ar loar gozh ma peus c'hoant da zelc'h ar loar ne(ve), ga(v)i (a)nê ba ur sekteur-ell. Blam betra ? An dra-s(e) meus ket bet gallet 'n-om esplik gwech e-bed, na deñn e-bed ell. Med, labour ra-hè doc'h ar loar, ar passaj, ar plass dé 'n-om chit(añ) dé basseo an de, toud an dra-se ra-hè doc'h ar loar.

– Ha 'vid grefañ ar gwe 'è

Ar gwe ?

– Ya

Ar gwe ?!

– Ya

Dé grefañ ?

– Ya

Ah beñ, ya 'hat ! Ma, ase oah hond ha ma faot doc'h lar grogo ar grefenn, (v)o daw doc'h grefañ papred war ar c'hann. Papred, papred, papred ! Nompass gref(añ) war ur loar ne(ve), kar sur ase vi… Blew ! 'Vel vé lar(e)t 'è. Papred, papred war ur loar ne(ve).

Med lar(e)t meus doc'h damai, ar bla-mañ meus gwraet ha meus rat(et) toud ! Blam betra ? N'oun ket gouest dé lar(e)d doc'h. Matre'n mé grefoñiou oagn ket troc'h(et) ba'r mar(e) mad, un dra m(e)nnek(e)t. Med gref(añ) ma gwraet papred ba'r mar(e) mad ha n'eus ket kont ga hañi e-bed.

– Ha ga'r loar vé voien dé hoûd an amzer vo 'è

Ar loar ?

– Ya, doc'h kelc'h ar loar

Bet zo bet un amzer ya. Hon dud kozh domp ouïè doc'h ar loar, sur. Med an atmosphère (e)ma ket memes-mod kin, mod e-bed !

– Vis(e) ket lar(e)t mann e-bed ziwar-benn kelc'h ar loar ?

Pass kement-se… Nann, ar loar, ar loar, ar loar… 'Vid hadañ traou, yao ! Ma faot doc'h kaoud radi ma peus c'hoant, lar(e)t ma d'ho tad :

« Pass mond dé had(añ) nê war ur loar ne(ve), hadañ 'nê papred war ur loar gozh ha mod-ell po ket mann e-bed »

Kèh dé hadañ irvin, memes-mod. Ma hadoh 'nê war ar loar ne(ve), pouss(añ) ree-hè, med ur mij benneket war-lerc'h ha jomo-hè dé vejet(añ) ha po ket mann e-bed. Mann e-bed, mann e-bed ! Petram pouss(añ) ree-hè hag e monto-hè. Pour, peus keme(d) hadañ pour wa'r loar ne(ve) ha bousso-hè ur mar(e) bennaket 'è. Med benn 'h i dé hadpikañ 'nê goud(e)-se, eh beñ hop ! 'H ee-hè ur metr uhelloc'h ha monto-hè deustu. Ar mo(d)-se (e)ma

– Med vis(e) ket lar(e)t lar benn oa ur *kelc'h-loar tost vis(e) glaw pell ha benn…

An dra-he zo, an dra-he zo ur form ba, ba'n aer ah(e) gis-s(e) kwa heñ. Ya, doc'h an dra-se vis(e) gwraet ur c'helc'h. Pé vis(e) ar loar, ur c'helc'h tost, an dra-s(e) sinifiè d'ar re-gozh glaw pell

– Ya

Hag inverse evid ur c'helc'h pell, glaw tost. 'N-om vanke ket-hè kalz heñ, an dra-s(e) oa a-peu-prè gwir. Boñ, blam betra ? Kèh dé ouïed…

– Ya

Med des repères na-hè ar mo(d)-s(e) kwa heñ ha gwir oa. Ar lapoussed-mor memes-mod, 'benn weloh 'nê hond oc'h an nec'h trem(a) l'est, ar loar lar lar vo amzer braw, lar (v)o sec'h memes. Ha benn-neuhe war-lerc'h 'hond toud doc'h an traoñ, trem(a) l'ouest

– Vis(e) ket lar(e)t ar c'hornôg ?

Neu'n (e)ma, neu'n zo sin ar glaw kwa. Ah ya hag mod-se hè jujè doc'h an dra-se. Ha gwel ret 'nê papred, benn weloh 'nê hond deuh an traoñ, vis(e) gwraet doc'h an dra-se, petram(ant) tram d'an nec'h, voilà, 'hond d'an nec'h vis(e) sec'hor, 'hond d'an traoñ vis(e) dour.

– Ya

Voilà, 'vel ar gaseg-koat : « Gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh, gwlizh. » Mo(d)-s(e) (e)ma Jean !

– Ya

Lak ar boc'h war-lein an ti

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Beñ merc'hed a vije ha' vije kontan d'ev ur bann'h ga'r baotred 'è

– Ah ya

Gave gwelloc'h (e)vi(d), (e)vid mond o-hun d'an ostaliri, sell pé vije gwel o(be)r marc'had deuhontoñ 'e vise sko war an dorn blamour, d'ablamour da rabatiñ pe d'ablamour da greskiñ, un dra b(e)nnaket vije gwraet, neuhe vije skôet d'an eil dorn d'egile-all, ale ! Dal ! Alors on mettait peut-être cinq sous de plus, pe gwenneg, pemp kwenneg mïoc'h hag bon, benn ar fin vijent dakord ! Sell, pé vijent dakord 'h eer d'an ostaliri d'ev ur bann'h. Bon, ale pep-hini bê e vann'h ha lod a vise 'e ba'n ostaliri benn a vise re a baotred hañ ! Hag e sell, toud ar re vije ene vise, nise pêet he bann'h dèi, sell ar re-mañ a dap ur bann'h da-heul 'e

– Ah ya, ha pet(r)a vis(e) laret deus merc'hed ar mod-se ?

Oh beñ ! Vis(e) ket laret kalz tra heñ ! Pugur ar re-he ouïe 'n-om lakad ba'r goñversassïon 'è hañ ! Koulz hag ar baotred hag hi 'n-om interesse deuh, deuh ar goñversassion ha 'h ee… An dra-he oa tree ba'n dow du, 'h ee koulz ga an hini vise pêo 'vel an hini vis(e) touched, memes-mod

– Ah ya

Ya, med red é : te heus gwraet an afer 'ha ! Joñj a ra ar re-he ne dalveent an dra-mañ hag an dra-mañ hag a hich(e) ket bet mïoc'h eviti ! Bon alors heñ vis(e) ket kontan an-hini vise bet werzh 'è hag an hini nise prenet, te heus bet un afer 'ha, houmañ na glee ket bet pêo mïoc'h, kar talveoud a ree heñ, sell na tap ur bann'h heñ ! « Ma douss, tap ur bann'h Soaz ! » Ale, ha beb a vann'h ha beb a vann'h ! Hag benn ar fin 'n-om gae tommet ar jeu 'è

– Tomm ar jeu ?

Oh ya ! Oh ya, benn ar fin 'n-om gae tommet 'è… Med ar re-he oa abitüet deus an dra-he !

– Ha pet(r)a vis(e) laret pé vis(e) tomm ar jeu ? Ar re-s(e) neus tapet…

Oh ! Ar re-he vijent ket gwal vew ! N'é ket blam visent mew, med yê ! Plij a ree o bann'h dê 'è ha plij a ree an aferiou dê, ma'hat ga'r baotred, ka(s)i-sur ! Da jilou…

– Petra peus laret ? Oa ket daw…

« … Lak ar boc'h war-lein an ti »

– Petar é an dra-s(e) ? Blam bet(r)a vise laret se ?

Oho ! Blam bet(r)a, blam, blam da galz a draou 'ha !

– Hañ ?

Oh c'était une expression que…

– Qui voulait dire quoi ?

Ça voulait dire

Que c'était une fille qui…

Ben oui

…Légère quoi

Oui oui, qui se laissait…

– Houzh oa ur plac'h tomm ha toud an dud a ouïe 'è ? An dra-s(e) é ?

Oui oui, c'est ça, c'est ça et quand c'était d'autres qui riaient tout le temps, qui riaient pour des niaiseries des fois neuhe 'n-hini vije laret 'è « houmañ vé ket red lak ar boc'h war an ti (e)vid lak anèi da c'hoarzhin »

– Ah, n'é ket daw lak anèi… An dra-s(e) vis(e) laret (e)vi(d) an dra-s(e) 'e ?

Oui oui … (e)vid lak anèi da c'hoarzhin

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog