Klask komjennou ba'r blog

30/09/2015

Ur gouel war ar patates

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga RKB, M-L. Groix é telefonañ da E. deus Skrigneg ha kontañ traou diwar-benn ar jerdin. Trañskrivet é ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ba'r jerden, ya… Oh daon ! Na haloupent ket (é) tond er-maes hañ ! Kar gwel(ed) a rañw memes, hag deut eint er maes an hariko, med fessonet fall eint 'hat !

– Ya

Mer'n [melen] eint un tamm, an hariko blij dê kaoud amzer tomm. Ya, ar pis meus perchet. Med me gemer re da berchiñ. Ar re-he so kalz mïoc'h sukret hag ar c'hors deusoute, pe n'é ket ar c'hors é, ar sklossennou deusoute zo kalz brassoc'h. Ya, ar re-he so sukret-hard(i). Med 'hond da veañ oant med poan kaoud o greun heñ. Ya ha vé ket ka(ve)t keme(nt)-se deus ar re-he kin !

– Med perag ne viret ket un tamm deus…

Ah beñ ya med pé gallon sec'hañ anê. Ya, an dra-he, an dra-he servicho 'è, houzoc'h walc'h, ha n'é ket braw hag wichou vé ket amzer 'è. Med, mod-all, ah beñ dond a ra an traou maes tamm-ha-tamm kwa heñ. Med me lak ur gouel warne. Ya, het' ar mo(d)-s(e) an dra-he, houzoc'h walc'h, ra dê memestra, an dra-he espern anè deuh ar yinijenn !

– Ya, ha skorn zo bet ba Skrigneg i(v)e ?

Ya, beñ ya ! Ya, ya. Me zo ba ur sekteur am(añ) hi-m(añ) hag a zo yin walc'h hañ ! Ha ni zo war un uhelder, houzoc'h wal'ch, ba Skrigneg. Ha daw é… Med an dra-he zo ur voile gwenn, ahe vé ka(ve)t, houzoc'h walc'h, un' skañw-tre hag an dra-he vé ka(ve)t barzh toud, barzh toud ar staliou hag an dra-he…

Un' ar mo(d)-s(e) bad a-peu-prè, oh an dra-he zepand, tro-dro tri, pe(va)r, pemp pla ha res ga'r memes hini ha pa lakes un' 'è, 'vel meus hadtapet ahe pe ma… pe ma plantet 'nê war an douar, ma laket hezh warnoñ dizhtu.

Hag ar mo(d)-s(e) n'é ket red diñ lousowiñ (a)nê na deuh ar mildïou na mann e-bed pugur vênt goloet ha hezh a-saw d'an nec'h 'ssames kad patates peb rasseenn. Boe meump komañs da lakad un' ar mo(d)-s(e) a zo un neubeud blavejou ha beñ meus ket mildïou hañ ! Set' a zo deja un dra abominabl !

Lem(en) a rañw (a)nê pa 'h añw dé sevel dou(a)r d'ar patates, ur momed a vé ha' vé red sevel dou(a)r dê neuhe, an de-se lemon (a)naoñ kuit hag a hadlakon (a)naoñ wa(r) o gourr(e) dizhtu. Ar jerden zo goloet lem zo patates partoud ga'r gouel-se.

Ha neuhe laket meus 'è… Ahe meus gwel(et) un esperiañs ga un hanter deuh ur sivi, ma-keres. Eh beñ, un hanter dê meus laket warnoñ. Oh lalala, pe-sort diferañs so (e)tresse. Lod anê zo formet partoud deja, e(rr)i prest da veañ ru goud(e) emaint maes. Hag ar re-all è, ma n'eus ket laket, eh beñ toujust (e)maint in fleur. Ya, ahe vé gwelet an difer(añ)s hañ !

– Me oa o klask goûd, Elise, ma vefe ket possubl ober gand ridochou kozh ahe, ridochou…

Oh, n'ounn ket, kar an dra-m(añ) zo ur matier memestra stank, houzoc'h walc'h, ha pa douches daoñ é tomm ! Ya ma'hat, an dra-se zo ur matier, n'ounn ket petra, ga petra vé gwraet med… ridojou, gav ket din, añfin n'oun ket (e)vid lared dit, kara med… Beñ, n'é ket marc'had-mad med daon ! An dra-he bad pell 'è ma res intañsïon, houzoh walc'h, da lakad 'nê mod so gleet, ar re-he bad pell, laron dit a-peu-prè pe(va)r, pemp pla badont ar mo(d)-se. Med, ar pezh so, me lak an… Se zo kaos gallon lak(ad) anê a-bred. Me meus, med daon ahat ! Tapet neus 'e deja, neus deja uhelder da hond, dram eint hond da veañ in fleur, (e)maint maes… Ha ba'r jerden ba'h ar sèr (e)ma hond deja pemzete so (é) tivin med a dra-se n'é ket meh-mod, houzoc'h walc'h, pudur (e)ma ba'h ar sèr, ya…

29/09/2015

Ar pladad-patates hag ar pladad-kig

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ un añrejistramant bet gwraet ur penna'ig so ba Kergloff ga Ch. Fer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha petra vise debet gwech-ell ?

Gwech-ell ? Christiane, oh gwech-ell, da lein bemde, pass tre d'azaleg an (d)e kent(añ) ar bla vise gwraet gwelloc'h un tamm, med ar mod-ell oa keme ar pladad-patates hag ar pladad-kig hag an dra-he oa bemde da lein, ar pladad kig-sall

– Ha vis(e) ket kig deus 'n noñs neu'n ?

Oh yeo yeo yeo ! Ar pladad-kig vije laket war an daol deus an noñs

– Ah ya

Ha deus an noñs neu'n vise gwraet 'e soubenn-gig pé vis(e) poahet un tamm kig barzh enni ha hezh vij(e) laket war-gorr(e) ar patates da dommo bemde, da beked ken vis(e) debet hag a vis(e) gwraet 'e soubenn-gig deus an nos, pé soubenn-laezh, pe soubenn rouset (soupe à l'oignon) hag bar(a) war-lerc'h, oa keme an dra-he !

– Ah ya

Nann

– Ha krampouzh vise gwraet ur wech ar su'n ?

Oh ! Me meus ket gwelet o(be)r krampouzh ur wech ar su'n, ma mamm ree ket krampouzh, wechou ree ! Med pass gwal alïes… Med ba kalz (a) dïer vis(e) gwraet ya hag e neu'n oa ket droad da zibiñ kig d'ar gwener, ar vêleien a zifenne hañ ! Med ma nis(e) war ar marc'had da zib un tamm kig d'ar gwener ma nïe ket bet, ma viche ket bet hañw da go(v)ess 'naoñ, heñ vise aet-kuit ba'n ivern sur !

– Vis(e) ket debet vïou ma vis(e) ket debet ?

Vis(e) debet vïou, med d'ar gwener neu'n vis(e) gwraet youd bleud-kerc'h, youd arsiled vis(e) gwraet deus an dra-he

– Ah, youd-arsiled vis(e) gwraet

Ya ya hag pad ar c'hoareis, pendant le carême, d'ar merc'her vis(e) daw o(be)r vijeld 'e hag a vis(e) gwraet youd 'e. Il fallait pas manger gras, y avait pas le droit à la viande

– Ha neu'n a-hend-ell vis(e) friko pé vis(e) dornadejou pe… ?

Ah ! Pé vis(e) dornadejou vis(e) gwraet frikou-patates

– Friko-patates

Frikou-patates !

– Ga kalz patates ha un nebeud kig ?

Ha vé kalz patates hag un nebeud kig… Oh ! Gwraet vïe mad hañ ! Laket vis(e) karotes, laket vis(e) charlotes, traou vis(e) ba'r jerdin hag e vise gwraet mad war an tan, ya ya. Oh ! Kig vis(e) neu'n un tamm, ya ya. Wechou vis(e) un tamm, raog vich(e) ket ka(v)et (ne)med un tamm da bep-heñi, med ya ya. An dra-he, an dra-he a chañch hañ !

– Ya ? An dra-s(e) ree un tamm nerzh doc'h dé labourad ?

Da labourad, ya ya

– Da zijuni pa kafe neu'n ?

Da dijuni, blassou vis(e) gwraet soubenn-gig raog hag ur bann'h kafe war-lerc'h, med me meus ket gwel o(be)r an dra-he, vich(e) ket bet debet an dra-he gwal vounus deus ar mitin, med deus ar mitin vis(e) kafe, ya ya ha bar(a)-amann petramed kig d'an heñi ga(v)e mad

25/09/2015

C'hoari merk-ha-tregont

Bet divanket d'an 22 deus mis-du 2015
Corrigé le 22 novembre 2015

Salud dec'h,

Fenos vo kaojeet amañ deus ar merk-ha-tregont ga J. deus Speied ha ma añrejistret dow la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

(N'oun ket re sur deus ar pezh meus trañskrivet ahe, ma teufe dec'h kompren gwelloc'h 'vidoun po kime lared din hag a vo cheñchet)


Ur rimodell ?

– Ya, ur rimodell pe un dra bennaket da…

Oh ma Doue ! Me meus ankouêt ma rimodellou toud… Pigur gwech-all voa kemed an dra-(ho)nt, pigur pé tàe an dud da vrêdiñ ha voa kemed ur lamp-petrol da-heul 'vel voa ahe gis-se, set' c'hoa(r)i kartou voamp bet diga, ga'r lamp-petrol ha mod-all vich(e) ket gwelet gol vat… C'hwi n'ouoh ket petar é

– Petra é an dra-he merk-ha-tregont ? Meus klêt an dra-he med n'ouzon petar é e galleg…

C'hoa(r)i kartou, le poker breton. Eizh, eizh voa moien da c'hoa(r)i ha 'benn-neu'n vïe laket un basse carte da-heul kwa, houmañ oa o kont (e)vi(d) ur gartenn complet neu'n kwa. Alïes vïe laket 'e an eizh keur d'o(be)r machin 'ha… Ha pa teir gartenn ha vïe laket un', war-lerc'h go(u)d(e)-se ha ba'r cheu c'hwi gemere (a)nèi (e)vid 'h o(be)r tant et tant 'vel e ree, un' lake un enchère, an heñi-all lake un'-all, an heñi-all lake un'-all ha 'benn ar fin lod ma viche ket cheu vad dê, ale klak ! Daole o c'hart kwa ha 'benn ar fin pugur voa kemed dow kin neu'n, an eil a añchere voa egile. Hag ur wech ma goneet ur sakre taol 'hat ! 'N-ur c'hoa(r)i kartou ar mod-se 'hat, me voa sur da hon(id) hag-añw voa ur sekañs, vïe gwraet deus an dra-(ho)nt, sekañs voa ar roue, an dames hag neu'n ar lakes hag an heñi vïe laket war lein hi c'hein, goûd a ret petar é ? An heñi vïe chañchet tu dèi kwa

– Ya

Ma vïe-hè memes liw, hou voa, ar re-he voa ar mestr, normalamant ba'r merk-ha-tregont, med ni na deformet (a)nèoñ un tamm ha sur a-walc'h, me ma tisket war ma (?????). Me ma kadripl, pigur voa un' deg, deg-bod, pigur ga'n dra-he vïe ba ma choñj din, dond a ra choñj din deus ma sraou tamm-ha-tamm 'è. Un deg voa d'ar bod ha me ma teir deg ba mé, ba mé jeu da-heul, set' an dra-he ra kadripl ha heñw na ur sekañs keur war-lerc'h go(ude)-se, ga(v)e daoñ la voa heñw ga houzh, mïe ket bet pad(et) (a)nèoñ kwa ! Ha ma gwraet un taol, ugent lur gav din, ugent lur, n'ouz(o)n ket petra represant an dra-(ho)nt brem(añ) (aha)non…

– Donc ça ferait vingt centimes de nouveaux francs… Trois centimes, trois centimes d'euros

Plus que ça !

– Trois centimes d'euros


Pugur nann nann nann nann nann

– Si c'est vingt anciens francs, si deux cents francs…

Ugent mil voa an dra-(ho)nt !

– Ugent mil oa ?

Ya

– Me ma komprenet ugent ! Ugent mil a oa ?

Ya

– Ha ugent mil ya ra dow, dow c'hant

Dow c'hant ya

– Ya dow c'hant hag en euro, an dra-he ma, a ra an dra-he tregont euro

Ah beñ d'an amzer-he an dra-he voa un tamm mad arc'hant ! Med bevech a renker lak 'è, lakad arc'hant da, war an daol pé vise, pé vise distrôet ar gartenn ha c'hwi voa renket pêo (e)vid distroiñ ar gartenn doc'h ar pod, vise gwraet deus hezh

– Ar pod ?

Ya, pe ba gis-se trôet ar c'hart, meus ket kartou kin dre ahe gis-se panve se ma diskuet doc'h, c'hwi zistroie ar gartenn-mañ, d'an heñi vise tenn ar jeu dèoñ lake ar pod, set' un' ha na c'hoant, ha ni vise, ni c'hoarïemp ket (hon-)hun' amañ hi-mañ ga santim, pe(va)r real, eizh real ha traou, c'hwi n'ouoh ket petar é ar real ma'hat ?

– Ah ya

Goûd a ret petar é pe(va)r real ?

– Ya, pe(va)r real, « un franc » !

Ah ya, eizh real voa an doubl kwa hag ugent real, ugent real

– Pemp lur é

Ya ! Ugent real voa pemp lur ya, med ugent real (e)vid lared, 'benn-neu'n h' emp, 'benn-neu'n war-lerc'h ugent real war-lerc'h go(ude)-se tàe ba, 'h eer ba deg lur war-lerc'h go(ude)-se neu'n, dowzeg lur, pevarzeg lur voa, da beked ar real. Ha dac'h ar re-doull meus ket re joñj (aha)non dac'h les vrais centimes, goulskoude oun bet prenañ bomboñiou gate pé oan bet ba'r skoul, med go(ude)-se pé vise un dra bennaket da renk(añ) en-dro d'un droc'héres petram d'ur ben(v)es bennaket ahe gis-se, alïes vïe limet-hei ba'r c'hreis ha vise laket hei d'o(be)r rondellou

– Rondellou ?

Ya d'o(be)r rondellou, lakad bouloñiou war o gourr(e) ga machin… Ya ya, oh ya ! An traou zo chañchet heñ machin !

Ha ni voa un ekip ba kêr ha vïemp eizh ! Ha beb sadorn, beb sadorn ! Bet ba amañ gi-mañ petram ba'n ti-all ahe gis-se, petram … Ni voa dow ba amañ ma sad ha me, ba'n ti ar penn-all ahe gis-se voa bet an heñi zo aet kuit ha di voa aet dow, an tad ha' ar mab 'è. Ha ba-dreñw amañ gi-mañ voa bet (???) d'un anglais neu'n voa 'è, dow vreu-kàer 'è, set' ped (e)mon lared dec'h bremañ, c'hwec'h macheñ ? Yao ! C'hwec'h

– Ya

Ha go(ude)-se voa-hè heñi-ha-heñi ba'n traoñ amañ gi-mañ ha an ti kentañ zo ahe gis-se c'hoazh (a)nèoñ separet deus an heñi-all voa laket dow, ar re-he tàe 'è, se reemp eizh. Med ga seizh zo moien d(a) c'hoa(r)i 'è, med eizh vïemp ! Go(ude)-se meus bet c'hoa(r)i kartou divêtoc'h c'hoazh, med 'benn-neu'n voa deut ar belot kwa ha voamp pe(va)r ha vïemp c'hoa(r)i kartou an eil ba ti egile ar mod-se. Ma'hat eint, padet un', yao ! Marw eint toud brem(añ), (????????), 'benn-neu'n voa ket ur lor-zi douaret hag ar chimin(al), tan barzh war-lerc'h go(ude)-se, ar voutailhad-chistr voa war gorn an oaled, (????)

– Ha vije ket c'hoarïet, war an daol a oa pe war an oaled ?

C'hoa(r)i kartou ?

– Ya, war an daol ?

Oh war an daol haha ! An oaled war-lerc'h go(ude)-se vis(e) tan barzh hardi 'è, ha 'h et d'o(be)r un dommder lec'h vise delc'het ho poutou-koat neu'n

22/09/2015

Bern dac'h ma re ra memes poues gate

Salud dec'h,

Pell zo ma ket laket sinsort amañ 'med-seped an diksionèr dec'h. Ha neuhe 'h añw da lak ahan'h da jilow J. deus Speied ha ma añrejistret dow la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

(N'oun ket re sur deus ar pezh meus trañskrivet ahe, ma teufe dec'h kompren gwelloc'h 'vidoun po kime lared din hag a vo cheñchet)



Bet neus-heñw heñ… Bet é bet hè pell… Bremañ neuhe, bremañ zo re-yowank ha me oar an dra-m(añ), pugur heñw vije 'tond amañ gi-m(añ). Ar c'hoat mad oa aet gantoñ toud diwar ar ferm barzh na gwerzhet (a)nèi. Amañ voa gwe war ar ferm hardïoc'h, koat ha heñw voa 'h o(be)r un ti ha heñw na gwerzhet koat d'ar scieur ha toud ar bataklañ ha gwraet ur chauffage central ga koat, pilet toud ar gwe mad war 'r ferm ahe gis-se ha laket (aha)nomp da cherrad anèoñ c'hoazh. Neu'n nin voa, nin voa ba-dan hè d'an amzeriou c'hoazh heñ dram oa un tamm segneur bihen da-neuhe dé, dé lañs dèoñ, pa ket erf(er) da zilar(ed) forz tud neuhe !

Petram c'hoazh (e)vid lared doc'h, 'benn ur bla c'hoa(zh) aet d'ur ferm-all, vïer ket foutr, ar mestr so o fermañ ar mod-se

– Ah ya

Ah ya, memes « Lanvlag », pé vise-heñw mew, e dad-kàer dèoñ, voa aet da lared ur wech, voa fogeal ga e chounaïo ha na chounaïo ha voa aet da lared dèoñ :

« Oh ! Ur bern dac'h ma re ra memes, ra an dra-(ho)nt 'e » Lar-heñw

Heñw voa aet fougeet lar na chounaïo bras !

– Ya

Hag ar merour voa aet da lared… Goûd a ret petra é ar merour ?

– Ar merour ?

Ar merour, ar locataire ha voa aet da lared, na bet laket teir pe bider ree memes poues ga e heñi daoñ 'e

« Bern dac'h ma re ra memes poues gate » Lare-heñw

Ha voa'ñw taol maes d'e ferm, voa daw dèoñ be da zalc'h ar ferm Landelo lec'h ba, d'ar prespital kozh é… Ba bro, bro ar brezhoneg brem(añ)

– Ya

Prespital kozh, n'oun ket, n'oun ket barzh debowe… Mé mamm-gozh voa ur park ba Landelo ha vïemp o hond, hadiñ an traou barzh ha 'h eemp da droc'h kerc'h da…

– N'é ket bet gwerzhet c'hoazh ?

Yao ! Boe pell zo ! Med tïer ba e blass so pell zo 'è

– Ya ya ya, med gwerzhet vé matresse da… Me ma klêt kaos deus an dra-he, voa laket da werzhañ ha oa ket kontan an dud kwa, oa, oagn klask prenañ (a)naoñ pe n'ouzon ket petra oa

Ah ya ! Med me zo kont(añ) doc'h deus pelloc'h so (e)vid an dra-(ho)nt, med me oan kemed mouss c'hoazh (ah)anon pé voa had(et) warnoñ. Mamm-gozh voa, ur park ha' voa moien d'o(be)r tïer, tïer zo bet ba'neoñ partoud gis-se ! Dow vassoner na prenet (a)nèoñ, med n'eus ket heñi bew d'(a)nê kin… Med voa daw din goûd ba-belec'h da basseal voa, ba-belec'h voa-heñw an hent just, ga'r bod tïer zo bet gwraet ba du-se ouïeh ket kàer (a)naoñ. Ha goulskoude meus gwraet ene tro ga'r falc'h, raog vise laket ar c'herseg war ar park ga'n droc'héres, vïe daw doc'h troc'h, 'h o(be)r ar c'hentañ vïe gwraet deus an dra-(ho)nt, d'ar c'herseg da valeo, ha en-dro d'ar c'herseg hag a, 'h o(be)r horzennou, reemp d'an dra-(ho)nt, des javelles vïe gwraet deus an dra-(ho)nt

07/09/2015

Chañsonig Mon dour-klouar

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ ur chañsonig dec'h bet añrejistret ba Motre ga Ch. Fer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Mon dour-klou(a)r doc'h bourc'h Motreff 'ferzhañ boñboñïou
'Ferzhañ pér hag avalou, bebezh ur lorgnachou
'Ferzhañ pér hag avalou, pebezh ur lorgnachou
Oa digass(e)t da bowr-kaezh Mon gan Lomig Bornolo

Blam d'esplikañ dec'h un tamm bihen :

Mon : Yvonne
Mon dour-klou(a)r : Ur leshano da Yvonne blam a jerviche kafe klouar dalc'hmad d'an dud
Bornolo : Bronolo(u), hano-kêr ba Motre
Lomig Bornolo : Guillaume deus Bronolou

06/09/2015

Ha vise ràet mel dé toud an dud

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba Kleden ga G.. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tamm bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya ha oan keme(d) dow-zeg vla, Jean.

– Ya

'Benn ma ka(ve)t un taol-gwen(an). Ha oan aet doc'h an aba(r)d'he-noñs ga mé dad dé zespun 'naoñ ha oan bet tre ba pont ar C'hozh-Kastell, ba-lec'h oa tad Bernard, deus Kergo. Ha mamp lak(et) 'naoñ war ur c'hach(e)d, doc'h an dra-s(e) vis(e) gwraet ur goloenn ! Ha mamp kass(et) 'naoñ dé Gergo ha lak(et) 'naoñ wa(r) ur botenn, wa(r) ur harzh ba Kergo. Ha oa chom(et), oh, pe(va)r pe bemp pla oa chomet-heñw, an taol-gwen(an). Med hezh na ràet n'ounn ket ped taol ! Tri daol-gwen(an) bep pla ràe 'naoñ, ar goloenn, houzh

Set', ser(te)namant mamp ket deuh, oamp ket deuh professionnels, med derc'h(et) reemp un' pe dow. Kar war-lerc'h, daw vis(e) kaoud un tamm mel 'è. Ha patra vis(e) gwraet (e)vid kaoud mel ? Beñ vis(e) daw torpilh(añ) ur goloenn kwa. Beñ ya ! Ha vis(e) gwraet ga'n heñi vis(e) jujañ vis(e) re-leun, oa ket plass kin, bah, d'ar gwen(an) dé labour(a)d ba'r goloenn beñ vis(e) daw torpilh(añ) 'nèi, pugur oa ket reionou 'vid tap(ed) ar mel 'vel vé brem(añ). Med ar mo(d)-s(e) vis(e) gwraet, ha vis(e) soufret ar goloenn ha rekuperet ar mel, ba fin mis-est, komañsamant mis-chengol(o). Ar re gozh, lod larè Gouel-Mikêl, med re-divêt visent. Ba hanter, fin mis-est, hanter mis-chengol(o) vis(e) daw rekuperiñ ar mel. Ha sert(e)namant vis(e) mel 'hat hardi ! Oh, hanter-kant lur. Vingt-cinq kilos quoi, trente kilos

– Ya

Traou ar mo(d)-s(e) vis(e) despun(et). Ha vis(e) ràet mel dé toud an dud, dé toud ar vugwal(e) d'ond dé voilà, dé mé c'hoarés(ed), mé breur oa ba Kergo papred. Ha pep mintin, toud an dud dapè mel ba'r pod dé lak(ad) war'naoñ, w(ar) ar bar(a) dé zibiñ ga'r loa ha vich(e) ket rum (e-)bed ! Toud an dud zebè mel hag ar mel 'h ampechè ar rum dé zond pad ar goañw. Hag an dra-s(e) oa un tamm yec'hed ba'n ti, kaoud mel, ma peus c'hoant, kwa heñ

Seto, sert(e)namant, gwen(an) vis(e) hardi. Hag deus pont ar Ros dé veked ti-skluj Kergo matre'n basseè, oh, hanter-kant taol-gwen(an) bep pla. Ha 'h ee-hè ba toud an gwe-derw kreus, ba-lec'h vis(e) ur greusenn vis(e) un taol-gwen(an). Ha bep pla, kalz tud dé rekuperiñ gwen(an) ar mo(d)-s(e), ba'r machinou

Dé vek(ed) oa deut an tronçonneuse ! Ah gast ! Ahe na tap(et) ar gwenan ur seukouss war-lerc'h neu'n. Beñ ya ! Pugur an tronçonneuse droc'hè ar c'hoat 'vid lak(ad) ur soufrenn ba'n toull ba-lec'h oa an taol-gwen(an), vis(e) troc'h(et) ar c'hoat ba-dro, ba'r pil… Ba'r pil-chouch 'vel vis(e) laret deus an dra-m(añ), ba'r pil-chouch-derw ha vis(e) rekuper(e)t ar mel ba'r c'hilhorn, ale hop ! Ha d'an a(v)el ! Oa ket ar… oa keme(d)… izhpenn d'ar beisanted ree, re ar c'hêriou a tàe 'e dé glass. Pugur tronçonneuses oa partoud ha vis(e) soufr(e)t ar gwen(an) ha troc'h(et) ar c'hoat ha rekuper(e)t ar mel

Seto ahe goud(e)-se oa diminüet an taoliou-gwen(an) neu'n kwa heñ. Med, chom a ra papred, laran doc'h. Ha né un' tri daol-gwen(an) ba'r pil-chochou penn-ha-benn bordet ba, ba'r wantell ahe gis-s(e), deus Langanteg dé vek(ed) ar Stêr Var'n [Ster Valen]. Ha 'h ee-hè kosto, taoliou-gwen(an) mat ! Hag ar re-s(e) sur neus ràet esseñiou, taoliou-gwen(an) ha partïet, rekuper(e)t sur ga un' m(e)nneket, ba tu b(e)nneket, med n'ounn ket ba-b(e)lec'h. Un taol-gwen(an) pé bartïs lar ket doc'h ba-b(e)lec'h 'h a heñ. Hezh 'h a ba'n natur ar mo(d)-s(e) ha war-lerc'h beñ…

Pé (e)n-om goll-heñw, ma (e)n-om goll-heñw ba-dirèg ho ti, ma peus ur c'hached pe ur goloenn, ale hop ! Rekuperiñ 'naoñ ha pos(añ) 'naoñ ha hezh jomo ahe gis-s(e) ha labour ! Ha rey mel doc'h ! Gast ! Ar mo(d)-s(e) (e)ma ar gwen(an) Jean ! Voilà !

– Ha vis(e) ket gwraet chouchenn ?

Me reen ket souchenn, med lod ree, ya. Med me meus ket bet gwraet gwech e-bed na mé dud, nann. Toud ar mel vis(e) deb(et) ar mo(d)-s(e). Toud-toud-toud vis(e) ràet d'ar vugwal(e), d'ar c'hamarad(ed), d'ar re nagn ket, vis(e) ràet ur pod-mel dé zond d'ar gêr. « Ale, tap ur pod mel, 'ta ». An dra-s(e) oa, ba'r c'hampagn ur penvidig(e)zh kwa, ur richesse ma peus c'hoant, kaoud mel ba un ti. Ur sin yec'hed ma peus c'hoant. Mo(d)-s(e) (e)ma ar gwen(an). Med ar gwen(an) gwech-ell oa, oa ga'r Bretoned ha ga'r c'hampagnarded oa respektet kwa heñ. Ar gwen(an) oa un dra m(e)nnek(e)t (e)vid ar c'hampagnarded. Brem(añ), brem(añ) (e)ma mïoc'h ar bénéfice ma peus c'hoant kwa heñ

– Ya !

N'é ket memes-mod tre. Brem(añ), toud é rekuper(e)t ha toud, ha toud, ha toud ha lec'h gwech-ell, ma pa deg taol-gwen(an), boñ, vis(e) torpilh(et) un' 'vid kaoud mel hag ar re-ell, eh beñ ma pa ket hañi e-bed, eh beñ, c'hwi tày dé gerc'h(ad) un taol-gwen(an) 'benn 'h ee-heñw ba beg ar wênn pe ba un tu b(e)nneket ha rekuperiñ 'naoñ ha kass 'naoñ ganoc'h. Brem(añ) (e)ma ket kont ar mo(d)-s(e) kin heñ. Taoliou-gwen(an), toud vé rekuper(e)t. Toud vé derc'het heñ. Ar mo(d)-s(e) (e)ma ar jeu brem(añ)

– Ya chañjet é, ya

05/09/2015

Gwelet fall ga'r lesc'hoarésed

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Poullaouen. Kaojeal a ra founnis-hardi ha benn-neuhe jom un nebeudig traou ha n'oun ket gol-sur deusoute, ma teufe dec'h kompren gwelloc'h 'vidoun po kime lared din-me. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ma zud-kàer deuh ar re-he, ar re-he na ur feurm vras ba Karnoed, sè ar-he nïe tud dalc'hmad (e)vid koat, (e)vid… Añfeñ (e)vid toud kwa ! Set ar re-he nïe ouvrïerien dalc'hmad da labourad

– Tud evid kaoud koat ?

Koat, tiharzhadur, (e)vid… Feñ (e)vid toud (e)vid, diharzhadur vïe mem kostïou ar girji

– An dud tàe da ziharzhañ ?

Da ziharzhañ tàegn da labourad d'ar feurm da gass teil, da riñs ar c'hreier, se ! Hag be oa, ba ti ma zud-kàer oa bateuj, oa dennéres-pato, oa etalon, oa étalon sell toud oa !

– Ar chervij-keseg ha toud

Ya, blam se ma bet ka(v)et drol, me oa ba ur feurm vihen, feñ ar feurm oa demp, d'hon-deir deus tu hon mamm, feurm oa demp hon-deir, med mod-ell ni oa mïoc'h dans la pauvreté, pe mïoc'h powr kwa da… Ya. Surtout pé oa marw ar vamm, marw an tad goude-se, chomet, ar bresel oa deut, beñ oa la misère

– Pet(r)a vise laret neu'n ? C'hwi oa dimeet ga ur paotr bennan ?

Ah ya ya ya, me meus joñj ma lesvamm, pugur ar lesvamm ga(v)e gwelloc'h gwel (a)ha(n)on-me hond ga un dister pé na gouïet la 'h een-me ga Pier, an dra-he oa dèi oa pé hi oa deus Karnoed 'è, oa ket gwal gontan gwel, gwel (a)ha(n)on hond ga un' ha na, dram na aes kwa, houz(e)s walc'h, n'a ket dèi, ga(v)e ket hi jeu 'e dèi gwel lar oa, oa mad an dra-he, an dra-he vïe la ja[lousie], med an dra-he oa ur lesvamm hañ, ma vïe bet ur vamm matre'n vïe bet kontan gweled, gwel (a)ha(n)on hond mod-se

– Ha pet(r)a vis(e) laret neu'n gwech-ell deus un'… Pé zigouee traou ar mod-se ?

Vïe ka(v)et drol kwa da, wichou da…

– Vis(e) laret beb hañi bet e-hun nann ?

Ah yeo, pass kalz, noñ

– Vis(e) ket laret se ?

Nonn !

– Pass dreñw gein an dud ?

Nann, matre'n ya, med me n'onn, n'onn ket !

– An dra-s(e) oa ket aes doc'h memestra ?

Ah nann oa ! Nann, din-me oa ket aes hañ ! Me… Nann nann, me pé oan aet di, me moa bet soufret da zigentañ memestra hañ ! Surtoud ken oa diw blac'h c'hoazh ba'n ti ha oa ket bet, me oa tond mïoc'h deus lec'h oa mïoc'h dister… Ha chañs mad labourad ouïen o(be)r ! Ba, me vïe trôet da labourad maes dalc'hmad, sè mod-se ar merc'hed goude vïent ba'n ti ga'r vamm-gàer, un' ha bet 'n-om okupet mïoc'h deuh ar verc'h neu'n ha me vïe maes labourad, c'hwennad an dra-he vije din o(be)r. Set' mod-se vïen ket (a)ssames ga'r… P(e)tram a'h een da ziwall ar saout, me ga(v)e (????), me oa vounnus da vrêdiñ, me vïen ket pell, me ree ur bolotennad gwlan deuh ar mitin beked ma lein walc'h, oa ràet deb wichou, ya sè mod-se vïen lesket d'hond da ziwall ar saout, me vïe trankil pad an amzer… Padet on bet trivec'h mis ti ar vamm-gàer pe ti ar, ti an dud-kàer ar mod-se 'e 'ha !

– Eh, n'eus ket troiou-lavar ziwar-benn ar vamm-gàer ?

Wichou vije beb sort ya, med pass, nann deusoudon é bet mad walc'h, gwashoc'h ga(v)en ar c'hoarésed-kàer (e)vid oa ar vamm-gàer, ya

– Ha 'hend-ell, med be oa ur vamm-gàer, hoh mamm-gàer…

Me deja, dre ma oan ga ur lesvamm, houz(e)s a-walc'h, me ma ket ka(v)et chañchamant kalz, pugur ur lesvamm zo ur lesvamm kwa ! Set'…

– Ur lesvamm zo evel ur vamm-gàer

Ur vamm-gàer, mem-mod kwa, ouais ouais, ya. An dra-he oa kif-kif ! Mod-ell oamp 'h o(be)r mad, an dra-he oa bet hon deir pe hon teir memestra oamp aet d'ar skol vïe e(rr)i é, med ur c'hoar ma gwraet gwreg ba-lem zo ba Kareis ahe homañ na gwraet deg la ba Berrien, da be(ve)r bla oa aet, pe(var)zeg benn oa echu ba'r bla oa marw hon dad tond d'ar gêr-se, homañ na gwraet, med ar seurésed oa bet mad ha diskiñ labourad oamp bet. Vïe ket daw pêo kér evidoump, hon dad bêe ket kér hag me vis(e) (a)ssames dalc'hmad, pe survei ar vugwale, pe mond ga'r seures d'o(be)r pikurennou, pe da... Houmañ oa eñfirmiéres, bet 'h o(be)r troiou ar mod-se ha gad an heñi-ell neugn gwraet ga (????), mamp bet, houmañ vïe ba'r nettoyage, siri, ar skalierou ha…

– Ah ya, ar mod-se bêe hoh pañsïon ar mod-se

Ya ya, oa ket daw… Eo eo ! Ar mod-se oamp, oamp bet laket mïoc'h da labourad, ba'r gujun oamp bet goud(e)-se, sè mod-se oa bet disket d'o(be)r, disket ma 'h o(be)r couture, goud(e)-se… Ya ya, disket d'o(be)r toud, disket da… Se vemp lared dalc'hmad, kar hor lesvamm mod-ell oa neant un tamm ! Med disket…

– Oa petra ?

Neant ! Un dèn ha' ree ket kalz tra kwa oa neant ! Ma mïemp ket bet aet da joukour 'ha(no)mp pe da ziskiñ (a)ha(no)mp labourad moamp ket gwraet kalz tra

– Ne laboure ket ba'r feurm 'e ?

Pass kalz, nann… Nann nann nann… Ba'n hent beb sadorn da Gareis ha, feñ tammou troiou mod-se… An dra-he vé…

– « Ba'n hent » vé laret ?

Ah ya ! « Ba'n hent » ya vïe laret d'an heñi a'h ee-roud

– Ah ya

Ya

– Ha deus ur plac'h ha' 'h ee da gafeta deus an eil ti d'egile, petra vis(e) laret ?

Beñ, mond da gomêressañ, mond da gomêriñ…

– Ah ya

Ya

– Ha vis(e) ket laret traou fall deusouti ? Houzh oa ket gouest da…

Oh nann… Nann, deus se meus ket bet gwelet, kar pezh oa oa trôet mond kentoc'h p(e)tram yeo ! Ti, beñ bet da Gareis beb sadorn kwa set' ar mod-se ar labour a jome ganemp d'o(be)r. Med gwech e-bed vïe laret demp na « skuizh oc'h », ne neus ket bet laret se din-me gwech e-bed ! Na « skuizh » na « gwraet peus kalz » na « gwraet peus neubeud », nann nann ! An dra-he, oan ket bet dilojet gwech e-bed !

– Ha c'hwi ree ar boued da toud neu'n ?

Ah ya

– Pe hi ree ar boued ?

Hi ree ket ! Nonn, hi vïe en-dro d'ar saout, pe 'hond ha 'tond, med petit travail tranquille quoi…

– Ha pe-sort mod vé laret « petit travail tranquille » e brezhoneg ?

Oh ! Ah me n'onn ket ! Labour doussig 'hat !

– Labour doussig

Ya, labour trankil kwa ! Nann nann, n'ee ket d'ar park gwech e-bed da c'hwinnad na da, na da skuilhiñ teil, na d'o(be)r traou-ell 'ha

– Ha c'hwi ar merc'hed, c'hwi ree ?

Ah ya 'ha ! Dalc'hmad

04/09/2015

Prepariñ youd-arsiled

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga Y. deus Pleiben. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



An tam(ou)es, ya an heñi, an heñi finnañ-toud v(o)a, an heñi bihannañ gan ar foñs toullou spilhenn, nitra kin kwa heñ, hezh v(o)a (e)vid tamouesañ pé vije gwraet youd-arsiled !

– Ah ! Youd-arsiled ya

Ya, youd-kerc'h kwa

– Youd-kerc'h

Ya

– Med un difer(añ)s zo 'tre an dow neuhe ? Jeanine na laret oa ket mem-mod ar youd-kerc'h hag ar youd-arsiled ha… Pé oa silet ar youd-kerc'h vije gwraet youd-arsiled deusouti ha pa vije ket silet vije bet gwraet youd-kerc'h

Med silet, oblij oc'h da silañ (a)nèi ! Yeo ! Ba'n diveañ ha mem a-raog an dra-he oa toud sifeleñn vé laret bennaket… Boñ, kerc'h vïe daw lak anèi ba forn ar bouloñjer (e)vi(d) o(be)r youd kwa heñ, ya lak ar greun da…

– Da sec'hañ

Da sec'hañ ya ha da machinañ un tammig bihen ya hag 'vel ma vije gwraet (e)vid greun kafe pe un dra mennaket ar mod-se kwa ha goud(e) neuhe, ar mod-all e jomeè ar pellachou en-dro dê kwa. Set' goud(e) ba'r gêr vije gwraet, lakeet ar pellachou da zond-kuit kwa. Hag, goud(e) neuhe vije drailhet ar c'herc'h ya. Goud(e)-se neuhe vije gwraet an dra-he ga'r, ga'r meilher vije gwraet an dra-he kwa, ba'r vel(in) hag boñ mod-se voa aessoc'h kalz. Ha set' ni gemere ar bleud, bleud-kerc'h kwa. Ah med goud(e) v(o)a daw lakad, petra din-me ? 'Vid lak anèi da grog ha da sec'hiñ vije lakeet d'an abard'hai-nos mod-se, an devezh a-raog kwa, vije laket tal-kichenn war an oaled meus choñj, tal-kichenn an tan a jomeent dindan ar ludou kwa, dindan ar ludou vïe un tamm tan, chome un tammig bihen tan kwa heñ hag vije lakeet, meus choñj ya, ba du-mañ vije gwraet ar mod-se, da basseal an nos ahe ha vije laket an tam(ou)es war ur girin, ur girin-pri kwa heñ hag vije tamoueset mod-se, set' pad an nos a zivere kwa hag goud(e) vije kemeret, an dra-he zo goell ya, vïe laket goell gati kwa (e)vid lak anèi da grogo kwa, ha goud(e) neuhe vije gwraet yod

– Ha duzhtu vije gwraet yod, youd goud(e)-se kwa

Ya, an devezh war-lerc'h kwa

– Un devezh war-lerc'h kwa

Ya

– Ha pe-sort mod vije poahet neuhe, vije laket, ba pet(r)a vije laket ?

Ba'r chidour(e)n !

– Ba'r chidour(e)n war an tan

Ya ya, war an tan ya, war an tan, war an treber kwa heñ !

– War an treber ya

Ya ya. Ur vazh-youd

– Ur vazh-youd

Ar vazh-youd ya da droiñ (a)nèi kwa heñ

– Ha goud(e)-se tou'n dud en-dro d'ar chidour(e)n

Ha goud(e)… Ya, an dra-he zo un tammig bihen « folklore » heñ ! Lar ya, lak anèi war an daol ha toud an dud… Matrehe ba, ba-blassou zo vé gwraet, med…

– Ur bern tud meus klêt lar an dra-he heñ

Ya ya

– Ah ya ! Ha neugn gwraet heñ !

Ya neugn gwraet ? Ah ya

– Ah ya ya

Me meus ket bet gwelet, set' yon ket da lar doc'h

– Ha oa bec'h 'tre an dud set'…

Ha neuhe vije laket ar chidour(e)n hag boñ, gad ar loa-bod kwa hag vije lakeet ba'n assïed kwa

– Ha vije ket gwraet neuhe ba'r chidour(e)n un toull ba'r c'hreis, 'vid lak an amann barzh ?

Ya ya, med…

– Amann rouss pe un dra bennaket

An amann vije gwraet ba'n toull petram lod lake ba'n assïed

– Duzhtu kwa

Ya, pé v(o)a 'n-em servichañ kwa

– Pugur me ma klêt ur bern tud lar mem-mod, toud an dud lare mem-mod kasimant ha oa, oa gwraet un toull ba'r c'hreis

Ya

– Ha vije laket amann-rouss barzh ha neuhe vije bec'h 'tre an dud, faote ket d'an dud, feñ oa laezh-ribout 'e…

Ah ya ! Ya ya ! Laezh-ribout

– Ya, faote ket saotreo an traou war ar youd kwa

Ah nann

– Ha pe freg an toull, an dra-he vije daw o(be)r kwa

Ya… Meus ket choñj

– Gwel an dra-he 'e

Nann

03/09/2015

Gwechall oa boued yac'hus

Salud dec'h en-dro

Fenos vo laket un eil añrejistramant, med un' bet gwraet ga Ch. Fer ba Skrigneg ga diw blac'h. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha dé biw vise ràet ar laezh ribot ?

Oh demp hon-hun 'ha !

Demp hon-hun !

– Ha vise ket ràet d'ar moc'h ? Vise ket re ?

Eo paotr ! Ma jomiche ket da gozhañ

Ma vije re, ya !

Ha vij(e) re gozh…

An dra-he vije rôet d'ar moc'h

… Vij(e) dourennet ha vij(e) laket d'ar moc'h

– Pa vis(e) dourennet ?

Dourennet, ya, ya ! Laezh ribout, 'houzoh walc'h

'H a an dour…

'H a an dour…

Da re gozhañ

… Dour glas war'naoñ ha n'onn ket pe-sort mod. Vij(e) laket d'ar moc'h, ya. Mod-all vije d'an dud

– Dour glas war'naoñ ?

Ya ! Dond a ree ya, an dour war-gorr(e), dourenniñ ree kwa…

Ya, ya, an dour teue war-gorr(e)

– Ah

Med heñ vije glas, pe-sort mod

– « Ah ouais ! Quand il tournait, il faisait ça donc ? »

Oui, daon ! Oui pé vij(e) un tamm (e)vel, ya, 'vel (a)n amann, med chomo ket mad pad gwal bell 'è

– Ha neu'n vis(e) ràet d'ar moc'h ?

Ha ya, neuhe vij(e) ràet d'ar moc'h

– A-hend-ell, ar laezh ribot vis(e) implijet ga pato, ga krampouzh, ga…

Ya ! Pato, krampouzh ha yod, yod-siled…

Ya pato, krampouzh, yod-siled

– Ah ya, youd-siled vise gwraet 'e

Ya, me ma gwraet, me ma bet dec'h

– Ah ya ?

Dec'h da greiste

– Ha peus gwraet ho-hun ?

Ah nann, nann, ha tommet, ah nann…

– Ah nann, ar mo(d)-s(e), ah ! An dra-s(e) zo re aes, nann ?

Ya, re aes é, ya. Oh be meus bet gwraet ma-hun 'ha !

– Ya, ya !

Oh ya 'ha ! Raog reen ma-hun dalc'hmad

Oh daon ya !

Ya

– Ha ne zigouee ket d'an dud de(v)iñ (a)nei, de(v)iñ ar youd ?

Deviñ (a)naoñ ?

– Ya ?

Oh nann, pass, oh nann

Nann

Nann

Ha vij(e) lak(et) ur volennad dour ba'h ar c'hreis, ha vij(e) lak(et) amann

Ar plass ree war-horr(e), neuhe vij(e) rouset amann ha…

Ha lod a ree ur wazh blam dê da gaoud an amann

– Ha pet(r)a vis(e) lar(e)t dê neu'n ?

Pe-moc'h !

Eh oh ! Eh oh ! Neus ket eurzh da denn, da daped deuh ar veunten

– Hañ ?

Deuh ar veunten…

– Deus ar … ?

Feunten an amann !

– Red oa daped deus ar feunten…

Nann, diwallet da douched d'ar veunten petram 'h ay an amann kuit, pe an amann rouset kuit

Ya !

– Ah, diwall dé douched d'ar veunten…

Ya, lod essê taped, da zelc'hen d'hond treusseg ar mod-se…

Blam d'an amann d'ond treusseg dê…

An amann teue treusseg dê neuhe, houzoh walc'h

– Petra vis(e) lar(e)t pé zigouee d'un deñn o(be)r an dra-s(e) neu'n ?

Pi-moc'h a vij(e) lar(e)t daoñ

– Aet é an toull-amann gantoñ ?

Ya, aet é ganes !

– Ha pe-sort hano vis(e) ràet d'ar… Ur c'hroc'hen vis(e) w(ar) ar chidour(o)n nann ?

Ah ya, kroc'hen ?

– Ya, pe-sort hano, peus ket ràet un hano dei ?

Heñ ?

Ur c'hroc'hen, med n'ounn ket e hano

Eo, tro ar chidour(e)n !

Ya, ya, goûd a hounn…

Kriven !

Kriven !

Vij(e) en-dro d'ar chidour(o)n !

– Ah ya, kriven

Ya, kriven

Krivenn

Heñ vïe mad hañ !

– Hezh vis(e) mad, ya sur !

Ya, c'est vrai que c'était bon hein. C'était plus sain alors. Ya

– An dra-s(e) oa boued yac'hus, vis(e) lar(e)t nann ?

Oh ya, gwech-all oa ar boued yac'hus, ah ya. Oh ya 'ha !

Bara, krampouzh ha traou vad

Salud dec'h,

Dec'h oan bet wel Y. (deus Pleiben) ba'r C'hastell-Ne ha mamp kaojeet deus a beb sort traou, anrejistret ma serten traou hag a'h añw deus ziskeuv dec'h an tamm kentañ deus ar re-he. Trañskrivet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha mod-all peus ket, peus ket gwelet traou 'e ? Me ma klêt lod lar vije, vije poahet an traou a-wechou ba'r chidour'n ha vije laket tan dindan ha tan war-horr(e), glow kwa

Ya

– Ha vije ket poahet traou ar mod-se 'e ba amañ ?

Yeo ! An dra-s(e) zo, v(o)a (e)vid 'ho(be)r bar(a)

– (E)vid o(be)r bar(a) ?

Ya

– Ar bar(a) vije gwraet ba'r chidour'n neuhe ?

Nann, n'é ket ur chidour'n é ! Ar bar(a) vije laket, vïe kempennet an oaled kwa pé v(o)a echüet an dei hag lec'h viche ràet un taol baleñn war an oaled, prop hag a vije lakeet toas ! Ar re noa ket forn beñ vije gwraet ar mod-se, vije laket un tamm toas kwa d'o(be)r ar bar(a) hag war an toas vije lakeet 'e ur c'hloc'h. Be meus un' ba'n traoñ neuhe, med memes danve (e)vel ar chidour'n kwa, potin kwa heñ ! Ya, potin ue hag a zo ur machin d(a) grogañ barzh hag setu vije lakeet da boeañ set' voa, ma peus c'hoant, war ar men an oaled jome tomm pad…

– Pell

Pell, ya hag war-gorr(e) vije gwraet un tan-all kwa

– Ah ya

Ya ya hag an dra-h(e) boee pad, pad an nos kwa

– Ha vije gwraet an tan kwa, vije ket laket glow kwa ? N'é ket an dra-he

Ah nann nann nann !

– Tan en-dro

Ya, tan en-dro kwa !

– Ah ya… Ha pad an nos a jome ar mod-se ba'r c'hloc'h kwa ?

Ya, pezh vije gwraet dreist-oll, pugur ar c'hoat gouee, pugur ar c'hloc'h v(o)a, eh beñ justamant, memes form (e)vel ur c'hloc'h 'e hag pezh é riske an tan, set' ma mamm-gàer geude-hi lake pellachou, pellacho gwinizh kwa ha vïe lakeet an tan ba'r pellacho

– Ah ya… Hag a oa mad neuhe ?

Ah ya ! Oh ya ! Gwelloc'h (e)vid ti ar boulañjer wechou !

– Ha bar(a) pe-sort mod vije barzh neuhe ? Bar(a) gwinizh-tu pe… Bar(a) gwinizh

Ah nann nann nann ! Nann nann ! Bar(a) gwenn, bar(a)-menaj kwa heñ !

– Bar(a) menaj kwa

Ya, pounner ha stank 'ha, ya, ya ya

– Gwraet ga goell kwa

Euh ya sur ! Ya, ya ya

– Feñ goell-toas kwa, an dra-he…

Goell-toas ya, vé gwraet deus an dra-he ya. Hag meus choñj 'e yee mod-se, goell n'é'ñw ket mad kin é daw mond 'e d(a) glask goell ba un ti-all petram ba ur gêr-all

– Sterd oa da zelc'h mad an traou kwa, ar goell kwa

Ya ya, med v(o)a daw… Ne bade ket gwal bell kwa, ne jome ket goell pad pell kwa !

– Ga'r bar(a) gwenn neuhe, vije kemed bar(a) gwenn, bar(a)-segal vije ket gwraet ?

Ah nann, ba'r… Añfeñ, deb vije bar(a)-segal, med vich(e) ket gwraet ba'r gêr kwa

– Bar(a) du vije gwraet deusoutoñ, n'é ket ?

Ya ya, bar(a) du 'e, bar(a)-segal ya…

– Me ma klêt 'e « bar(a) segal-winizh »

Ya, un tamm gwinizh mesk ar bleud 'e

– Mesk ar bleud kwa, bleud-segal kwa

Ga'r segal ya, ya

– Ha me ma klêt un dra, med n'ouzon ket pe-sort mod vé laret amañ : (e)vid prepariñ an toas, ba pet(r)a vije preparet an toas ?

Oh !!! Ya ya, be meus un' ahe, pétrin ba'n traoñ

– Ur lower vé ket laret ?

Ar lower, ar lower é, an dra-he v(o)a (e)vi(d) lakad dour d'ar loned, pe boued d'ar moc'h, ba'r lower ya, med egil(e)-all voa le pétrin, ma'hat meus ket choñj kin

– Klêt ma lod lared lar vije gwraet an toas, vije gwraet ba'r chern, pe ba'r bank-tosser

Ya ya, ar bank-tosser ya. Ya, lod a ree war bank-tosser ya. Bank-tosser é ar bank vise lakeet dirag…

– Ar gwele-klos

Ar gwele-klos ya. Ma sud-kàer zo ba'n traoñ ha matrehe a ra pe(va)r gun pe ur metr-hed, an dra-he zepand, pugur ma pije ur ferm bras vije daw o(be)r bar(a), pegement torchou-bar(a) kwa !

– Ha re-vras kwa

Ah ya, moñsadou traou

– Ha gwelet peus pemp lur, pe deg lur ?

Ah ! Pevarzeg lur !

– Pevarzeg lur ?!

Ah ya, pevarzeg lur, voañw kemed ur mouss fall (aha)non ha ur wech men labourad ba un tamm tïegezh tal-kichenn du-mañ hag voa laret din mond da glask bar(a) ba'r sac'h ludou-grich heñ ! On ba(r)i vanke kalz, pounneroc'h (e)vid ar bar(a) ! Moa bet miser dond en-dro

– Ah ba ya sur !

Oy ! Ur mell torzh pevarzeg lur !

– Oy biskoazh ! Ha rond kwa

Ya ya, ya ya, oyoyoy !

– Pevarzeg lur… Biskoazh…

Ah ya, med an dra-he n'é ket chomet pell war-lerc'h, pugur war-lerc'h ar bresel v(o)a ket deus ar re-he kén

– Ha sterd da boahad sur a-walc'h ! Pell da boahad

Pell, ah ouais ! Med ar re-he ba ti ar bouloñjer

– Ah ! Ba ti ar bouloñjer, ba'r vorn kwa

Ya, ba'r vorn ar bouloñjer ya, ya ya. Amañ, mod-all pad ar bresel ahe, ba kalz tïegechou vije gwraet un tamm forn kwa hag dreist-oll, ar re voa pinvidig un tammig bihen kwa heñ, teue mein deus Uvelgoat, gad ur men-grich kwa heñ gan dow doull (e)vi(d) o(be)r, petra din-me… Krampouzh kwa

– Ah ya…

Vije lakeet

– Diw billig kwa

Ya

– War-horr(e) kwa

Ya, diw ya hag an tan dindan kwa, med an tan vije gwraet gan skochou-lann hag petram tammou banal ue, an dra-he v(o)a rei kozh kwa, med ar re-he sailhe an tan 'e

– Med vije ket gwelet an tan neuhe ? Ma vije toullou ba'r pezh mein, ar pezh-men neuhe oa, vije ket gwelet an tan pé vije gwraet ga…

Ah ya, med dre dindan

– Ah ya…

Ar men-se ree matrehe pemzeg santimetr peu-prè tewdes kwa hag dindan, an dra-he v(o)a gwraet ga'r mañsoner kwa

– Med an toull a'h ee deus an eil tu d'egile kwa, toullet oa ar men kwa

Toullet, toullet, toullet ya ! An tan vije gwraet dindan kwa heñ, v(o)a un tamm machin hag aessoc'h voa (e)vi(d) ar merc'hed pugur vije gwraet uvelloc'h kwa heñ ha mod-all ma vije gwraet war an oaled ha…

– Dowbleget

Dowbleget ya, ya ya ! Goude ne v(o)a ket aes tamm e-bed !

– Ma mamm a ra c'hoazh

Ah ya

– War an tan 'e

Ya

– Gwelloc'h vegn heñ mod-se

Med c'hwi, c'hwi zo gouest da zebiñ…

– Ah, krampouzh gwinizh-tu

Ah ya !

– Ah ya

Med ar gwinizh-du é oblij da lak un tamm gwinizh gwenn gati

– Ah nann ! Ah nann nann nann !

Nitra (ne)med gwinizh-du

– Ah nintra : Gwinizh-tu, dour, holen hag un tamm mel barzh

Ah ya

– Un tamm bihen hag a-wechou ur vi, med kime gwinizh-tu hag ar re-he zo mad heñ ! Med ni a bren bleud deus Skrigneg ha ba Skrigneg vé gwraet bleud gwinizh-tu

Ah ya

– Hag a neuhe vemp 'h o(be)r traou ar mod-se bremañ kwa

Med goulskoude meus bet klêt lared atô, pugur n'eus ket, justamant ba'r gwinizh-du, n'eus ket gluten

– Ya, n'eus ket moien d'o(be)r bar(a)

N(e) voa ket voien… Ah ! Nann, pugur n'eus ket voien d(a) lak anê da grogo kwa d'o(be)r bar(a) kwa

– D'ob(e)r bar(a) n'eus ket moien da lak anê-hègn da hoiñ

Ya justamant

– Ya, med (e)vid ar c'hrampouzh, an dra-he ra ket vorz benn ar fin 'e !

Ah boñ

– (E)vid ar c'hrampouzh n'eus kime ledañ ha… Led an toas war ar billig

Ya

– Med neus ket emm lak ar bleud gwinizh barzh, med gwelloc'h é pa vé ket laket barzh, pugur zo kreñwoc'h ar blas

Ah ya sur ya !

– Ya ha ar mod vé blas mad kwa !

Med me gav drol 'e, an dra-he n'oun ket bet gouest da gompren biskoazh, med gwinizh-du, pugur n'é ket gwinizh in mod e-bed !

– Nann, nann é gwir é ! Gwinizh-tu vé laret med boñ… N'é ket gwinizh, n'é ket « céréale » é, n'é ket…

Nann

– Nann nann

01/09/2015

Kontadenn ar c'hog

Salud dec'h,

Meus ket laket kalz a dra war ar blog an devechou-mañ dram vên labourad war an diksionèr alïes, med fenos vo laket un tamm kontadenn verr memestra, un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel un deg la so mennaket (ar mis-mañ 'h in d'añrejistrañ un nebeud tud normalamant hag a vo laket mignoc'h draou amañ hi-mañ goude-se). Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha pet(r)a vis(e) laret pa gane ar c'hog deus ar mitin ?

Ah ya… Eh ya… Bet meus bet klêt ur gontadenn

– Ya, med lar (a)nèi din

Pé gane ar c'hog… Gwech-ell lare be oa ar yir 'tond ma'hat, med ma'hat n'eus ket bet yir dalc'hmad, añse ar re-he oa dow… Ar plac'h, ar paotr hag e wreg 'e na c'hoantêt kaoud ur c'hog.

Bon, med heñ oa gwraet ton daoñ, paotr-powr ! Laket oa ur perchoir da hezh, chouket un tamm bazh ba'r vager, beñ us d'ar gwele ! Ha ma'hat an heñi-gozh oa ba'n tu-se hag ar patroñ, heñ oa ba'n tu-ell… Set' é komañset 'e ar c'hog da gano, (????), pé é aet da gano na lesket un dra mennaket da goueo war-benn an heñi-gozh. Sell lar hi :

« Ah Yann ! Yann ! Hast buan ! Kês maes, kar o(be)r ra un devezh dru ! » na laret…

– Ah ya… Devezh dru ya

Ah ya… Un devezh dru

Un devezh dru 'ha !

Ya ya, as(e) so bet laret beb sort traou

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog