24/08/2015

E(rr)o é isel an dour ga e batates

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel ga dow baotr. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



« E(rr)o é isel an dour ga e batates » vise laret 'è ma vise ur powr, houïes walc'h, heñ

– E(rr)o é isel… ?

An dour ga e batates, eh ya… Pé vise e(rr)o hond da flut(añ) kwa, ma peus c'hoant

Ah ya ! Ya

E(rr)o é isel an dour ga e batates, ya

Ya

– Pé vise pet(r)a… Pet(r)a peus laret ? Pé vise un dèn ?

Pé vise 'hond da flut(añ) kwa, pé vise hond d'aseo, debet e basar gatoñ kwa heñ

– Ha vis(e) laret pé vis(e) hond dé…

Ya

– … 'Hond dé flutañ ?

Ya, ya, e(rr)o é isel…

Aet é da flut(añ) !

« Aet é da flut(añ) » a vise laret 'e, med memes-mod oagn o-dow « e(rr)o é isel an dour ga e batates » med un' hag vise klañw 'e pé oa e(rr)o o tond da vervel a vise laret 'e « e(rr)o é isel an dour ga e batates. » Ya, un' hag vise e(rr)o ba e zevejou divèoñ

Ah ya

Ya ya, heñ n'ey ket pell kin, ahe oa e(rr)o isel an dour ga e batates… Benn-neu'n ma'hat ! Pé vé e(rr)o isel an dour ga'r patates vé e(rr)o prest an tan da grigiñ ba o rèr ! Ya, ha gomañs da grigiñ…

Ya ya

– Ha prest an tan da…

Eh ya… Ya, da grigiñ ba o rèr, ya. Ya, ganimp 'n-om gav se a-wichou heñ

– Pass an tan da c'hwe ba e rèr ?

Da grigiñ ba o rèr, ya. Pé vé ket dour, pé vé ket dour kin, just walc'h, gomañse-hi stagañ oa e(rr)o prest an tan da grigiñ ba o rèr, ya

– Ha pet(r)a vé laret, just walc'h, pé vé un dèn klañw, klañw 'boe, 'boe pell zo hag vé skleñjañ… ?

Ya, ba'n devejou divèoñ ya

– Pet(r)a vé laret ?

Beñ 'vel oa laret 'e « e(rr)o é… »

– Ya, vise ket laret traou-ell ?

Nann, e(rr)o é… Yeo, « e(rr)o ba'n e zevejou divèoñ » vé laret « e(rr)o é isel an dour ga e batates »

Vé laret 'è…

Ma'hat (e)ma hond dei vé laret 'e « hond dei (e)ma » « hond dei » signifi « ba karr an Ankou » kwa, peus ket bet klêt doc'h kont deus hezh, Auguste ? Karr an Ankou vise laret 'e, med se meus gwelet war ar levèriou

Ya ya ya

Ya ya

– Ha pa vis(e) un dèn klañw, bi oa tud ha' oa klañw papred ha… ?

Ya, rusou, « klañw-rus » vise laret

– Klañw-rus ?

Rusou, ya ya

Chom a ra da rus ya

Ya, dre us kwa heñ. Be zo tud, just walc'h, a'h a dre-us

– Ya ha vé laret « klañw-us » pe « klañw-rus » ?

Ya, klañw-rusou ya, klañw-rus !

– Klañw-rusou

Ya

Ya

Klañw-rus, rus ya. Rusou signifi, koulskoude rusou zo glisser heñ

– « Rusou » ça veut dire « traîner » aussi, non ?

Traîner oui, ah oui ! Skleñjou ya, skleñjou ya

– Ya ?

Ya, skleñjennus ya

– Ha vis(e) ket laret « klañw-kozh » ?

« Klañw-skleñjennus » vise bet, vise laret 'e, ya, skleñjou, skleñjou vé laret

Skleñjou pell zo, pell zo

Ya ya, ha neu'n oa ur proverb 'e « klemmus zo padus ! » just walc'h heñ

– Heñ ?

Tud ha' vise klemm dalc'hmad

– Ya

Ha 'h a da gozh

– Ya

« Klemmus zo padus »

– Ah ya

« Klemmus zo padus », c'hwi peus bet klêt

Ya ya

– Nann

Nann, peus ket bet klêt se ??

– Nann

Oh yao sur ! Se peus klêt…

– Ah nann, meus ket klêt

Houzh a vé klemm dalc'hmad

Ya ! Ha 'h a da gozh (evi)d-afer se !

– Ya ya

Be zo bet tud « Ah ya ! Me zo a gi-mañ ha me zo a gis-se » ar re-he vé klañwoc'h (e)vi(d) ar re-ell, ma 'h eet da lared dê peus poan, oa ya ! Med ya. 'Vel lare mamm-gozh, ma heñi-gozh 'e « Oh ya ! Houzh so klañw, med houzh neus ket poan ! » lare an heñi-gozh, nann ! Ne sante ket poan ar re-ell, hag e hañi e-hun, e(rr)o oa gwashoc'h (e)vid ar re-ell… Ya, klemmus ha skleñjennus ya ha « houzh so bet skleñjou dalc'hmad » lar

Ya

23/08/2015

An dokteur Louï

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba Kleden-Poher ga G.. Trañskrivet an traou gantoñ, michañs a blijo dec'h



Boñ, 'h añw dé gont(o) doc'h neu'n deus an Dokteur Louï.

Hezh oa Louï Falchier oa chomet ba, ba Kolloreg ! Ha hezh ziskontè. An dra-s(e) vis(e) lar(e)t gwech-ell kwa, diskontañ. Ma pis(e) poan, ma pis(e) un eñfeksioñ pe un dra menneket ar mo(d)-se, 'h eeh dé wel(e)d Louï ha Louï ziskontè doc'h ha viseh parêt ba neubeud amzer.

Med oa ket toud ! Kalz tud 'h ee dé wel(e)d Louï. Ha benn ar fin oa digass(et), ga'r medissined deus ar vro, oa digass(et) un hucher dé wel(e)d Louï. Ah ! Med Louï na gwel(e)t 'neoñ (o) tond 'vel-se. Ha gast diwallet ! Ha benn na gwraet an hucher i rapport, Louï na gwraet e hañi 'è.

Aet an hucher ba'n oto ga i baperiou, na ket gouïet-heñw, na ka(v)et-heñw an hent d'ond maes deus kêr, deus kêr Louï kwa heñ. Mond a ree ba'r voss, rekul ree, houïè ket dre b(e)-lec'h 'h ee (a)n hent dé zond maes deus kêr.

Benn ar fin oa deut Louï dé wel 'naoñ :

– Meus añwn zo ur bèc'h war'han(o)h, otro an hucher

– Ah ya, lar an hucher daoñ, ya Louï, bèc'h so war'ha(n)on. N'oc'h ket gouest dé lar(e)d din-m(e) ba-b(e)lec'h (e)ma (a)n hent d'ond maes doc'h am(añ), deuh amañ ?

Oh, yao, yao. Med dre b(e)-lec'h oc'h deut ?

– N'ouzon ket, larè an hucher daoñ. N'ouzon ket mann e-bed. Med matre'n peus gwraet un dra manneket din-me, kar… Un dra manneket zo sur, benn welon ket (a)n hent welon mann (e-)bed kin

– Ah, med pet(r)a peus gwraet din 'è ? Paperiou lar Louï. Me meus ket lar(e)t doc'h d'ond dé wel(e)d (a)ha(n)on.

– Nann, nann, med ar paperiou zo ahe gis-s(e), peus kemed tap(ed) 'nê. Med laret din-me ba-b(e)lec'h (e)ma an hent d'ond maes doc'h kêr amañ.

– Ah ya, mersi otro, mersi. Med a-se, deuet dreñw un tamm bi(he)n a-se. Ahe (e)ma (a)n hent otro. Peus kemed mond ahe gis-s(e) ha 'hi da, ha 'h i d'ar gêr, ha 'h i drem(a) Karais, ma po c'hoant. Mad é hucher ?

– Ya, ya, ya, mad é, lar an hucher daoñ.

– Med, dond a ri dé wel(e)d (a)haoñ c'hoazh ?

– Tin ket, tin ket, larè (a)n hucher daoñ. Nann, nann, nann, larè (a)n hucher. Tin ket d(é) wel(ed) (a)han(o)h ! Salud Louï !

— Ha peus ket c'hoant dé rakont(añ) din istoer ar fri-lous ?

Ah ya ! Ar wech-ell an dra-he oa dow fri-lous na-heñw. Oh kalz loned na-heñw, Louï, chach na-heñw 'è, pemp pe c'hwec'h ki, chach-kampagn kwa heñ, chach bihen, ratiers kwa heñ. Ar re-s(e) vis(e) en-dro d'e di ha ba e di ha dow deñdoñ, dow fri-lous vé gwraet doc'h ar re-s(e) e brezhoneg. Ar re-s(e) oa kamarad(ed) Louï, ba… ba Keret, ba Kolloreg.

Hag an dow deñdoñ, un deiezh pe un noñs, oa laer(e)t dé Louï. Med Louï na gwraet e damm añketenn ha na gouïet dé b(e)-lec'h oa aet e deñdoñiou. Seto, heñw larè d'ur c'hamarad ba Keret war-lerc'h :

– Oh, gouïed walc'h rañw dé b(e)-lec'h é aet mé deñdoñiou ha ga piw, med ar re-s(e) tày d'ar gêr, lar Louï. Ar re-s(e) tày d'ar gêr.

Ah ya ha un neub(eud) re-yowank oa bet laer(e)zh e deñdoñiou dé Louï. Ha Louï na labour(e)t dê, ha tap(e)t-hè ar foerell. Aet dé wel(e)d ar medissin ha toud-ar-jeu hag ar medissin tàe ket benn dé bareiañ 'nê. Ah beñ nann, ah beñ nann, ah beñ nann ! Seto, ba fin ar su'n, oa deut an deñdoñiou d'ar gêr, seto Louï na kompren(e)t ha na gwraet e rimodell war hi his ha na parêt ar re-yowank, troc'het ar foerell. Oa ket bet direnket Louï war-lerc'h gwech e-bed kin !

— Med c'hwi pa rakontet din lar Louï na gwraet « études de médecine »

Ya

— Ya, ha na tap, na tapet un aksidant ga…

Un aksidant na bet-heñw, ya. Un taol-tr(o)ad ga ur jô na añdikapet 'naoñ mat. Med pegement n'ouzon ket, na pe-sort mod, meus ket bet gouïet gwech e-bed, na goull(et) deoñ. Med 'h arret(et) na bet-heñw pé daw oa daoñ bi arret(et). Med derc'het na-heñw contact ga toud an dud, ga'n dud deus ar médecine kwa heñ. Ha deus ar penn kenta(ñ), Navroqui oa ba Ploneve… ba Plounee ba du-m(añ), ha hezh oa ur c'hamarad bras daoñ. Ha benn vis(e) un' m(e)nnek(e)t sterd dé bareiañ, Navroqui zigassè 'naoñ dé Louï. Surtoud, ba niveau infection. Ahe vise-heñw kreñw (e)vel ur marc'h. Voilà. Ar mo(d)-s(e) oa Louï.

Med notion na-heñw deus ar médecine, raog na (e)n-om lak(et)-heñw d'o(be)r an dra-s(e) kwa heñ. Matre'n na chikour(e)t 'naoñ un dra m(e)nneket, matre'n, sur memes. Hag 'è, Navroqui ha re-ell c'hoazh jikourè Louï 'è. Pugur an dra-se oa ar memes, memes tud kwa heñ, médicals ma peus c'hoant. Ha sert(e)namant neus rentet chervij dé kalz tud

— Ha Louï na disket d'ur plac'h pe-mod pareo an dud ?

Ya, ya, ur c'hoar-gàer dé c'hoar Marcel Talec ahe gis-se oa bet-heñw, laren doc'h, ba Gourin dé wel(ed) un nizh din oa drailhet e gar daoñ ga un tourc'h ha na parêt 'neoñ, ba'n ospital na gwraet e jeu. Ha (e)n-or zond d'ar gêr na laret-hañw dei, houzh, dé Jeanne, Jeanne Balp, lar na-hi ur… ur pouvoar kwa heñ. Ha oa bet-hi (o) wel(e)d 'neoñ war-lerc'h ha na espliket-heñw dei toud pe-sort mod ho(be)r ha bep ar mar(e) 'h ee Jeanne dé wel(e)d Louï ha vïe esplik(et) dei toud (a)darr(e). Ha Jeanne na, pad un heurtad ramplass(et) Louï med pass… Med n'ee ket-hi ken pell (e)vel 'h ee Louï. Ree ket-hi (ne)med ar pezh oa-hi sur kwa heñ. Ba-tal Louï, Louï 'h ee… ouïè mond pell ha ouïè rekul ma vis(e) daw ho(be)r. Voilà.

— Ha pet(r)a lare Louï ? Un tamm pater ?

Matre'n, matre'n ur bater, ur rimodell sur, troiou war ar bater, un dra m(e)nneket ar mo(d)-s(e) kwa heñ. Boñ, ur rimodell brezhoneg gwech-ell heñ. Kèh dé ouïed !

— Ya piw oar !

An dra-he é, piw oar ? Me meus un' ahe, mé mamm ouïè 'nei 'e, ur bedenn. Med boñ, ma peus ket an don (e)vel vé lar(e)t 'e, beñ n'oc'h ket avañsetoc'h kwa heñ.

— N'eus ket ur gompes vrezhoneg (e)vid lar(e)d un « don » ?

Euh matre'n. Pe-sort mod larè houmañ ar mo(d)-se ? Euh, daw é din-m(e) mond d(é) gerc'h(a)d 'nei war mé his, ba'n nec'h (e)ma papred.

22/08/2015

Kaoud nerzh dé labourad

Salud dec'h,

Pell zo ma ket laket traou amañ hi-mañ dram oain labourad war an diksionèr, kresket vo-heñw en-dro benn nebeud michañs. 'Vid-c'hoazh vo laket dec'h amañ un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Kleden-Poher. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'hend-ell pet(r)a vise laret deus an heñi nise kalz nerzh da labourad, deus ur paotr nerzhus ?

Oh ! Hezh zo, hezh zo ur gwass heñ ! Ha neu'n ma ouïe-heñw 'n-om digemer ga'r re vïe (a)ssames gantoñ, bid agreabl deuh ar re vis(e) (a)ssames gantoñ, eh beñ hezh vise admiret ga an dud ! Med, med ma vis(e) ur fougasser b(e)nneket, un' ha' vé klass o(be)r demoñstrassionou, deuskin d'ar re-ell lar vé ho(be)r gi-mañ hag ar mod-mañ, heñ vïe ket gwelet mad (a)nèoñ ! Un dra-s(e) vïe daw doc'h 'ho(be)r plên ha deuskin memestra lar oah ar mestr ha 'benn pé vis(e) echuet toud an dud ga(v)e da lared deuhoudoc'h, hezh so ur gwass hañ ! Heñ oar labourad ! An heñi-ell lare neu'n, oh ya jantil é-heñw 'e !

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus ur lon ha' na kalz nerzh 'è ? Vis(e) ket laret mann e-bed ?

Oh yeo ! Yeo ha fougeet vis(e) ga ar jô heñ (e)vid lar ar wirione ! Bi oa kalz kerseg hag-heñw oa des sans pareils traou hag oa ket moien da skouilh anê ! Oa kreñw hardi hag noagn grande volonté, nerzh hag nïent labouret mad hardi ! Ha bi oa lod-ell neu'n, goud(e) nagn korv dalveent ket, 'h on o 'hond da lared doc'h o chid dac'h an ell, dalveent mann e-bed dram nagn ket bolonte ! Ha ar loned so ka(s)imant heñwel deus an dud, an dud so ar mod-se… Ma (e)ma, ma (e)ma 'è… Un nebeud tud ahe, un deg dèn m(e)nneket da hond d'o(be)r ur pejad labour, beñ ar mestr deus ar re-s(e) ga(v)e papred tri pe be(va)r ha' 'o papred klass bid aes, nompass bid kapab ba'r béc'h !

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus ar re ne zàent ket a-bred deus ar mitin da labourad ?

Ah ! Ar c'hentañ tra vïe laret vis(e) feneient !

– Ya ?

Hag an heñi-ell lare : Oh ! Hezh so ur bern teil, hezh so brein ! Ha damait pé teuy maes, ar c'hentañ tra a rey é mond da garg e gov !

– Ya sur walc'h, ha…

Ha po kime sell damait pé teuy-heñw d'ar park houllo ba-p(e)lec'h oa lak(e)t ar voutailh !

– Ah ! Meus ket klêt, meus ket klêt se c'hoazh…

Med gwir é !

– Ya ya, ha an dud gomañse da evañ deus ar mitin ?

Med ya ! Gwech-ell ?

– Ya

Holala ! Gwech-ell an dud oagn ket resonabl (a)nê ! Nann nann, med se zo kaos 'è ur bern tud neus disparisset ar mod-se dram pé, un tamm dre o faot… Ar labour oa kaled, gwir é ! Ar bañsïon oa difer(añ)s deuh bromañ…

14/08/2015

Patates kig-sall

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba Kleden-Poher ga Jean Lecoulant ba-ti G.. Daw lared lar é bet skrivet an dra-he ga G. e galleg blam oar ket skrivañ e brezhoneg ha tradüet war-eñwn ar mod-se dirag ar mikro, skrivet oa an dra-he 'vid ur fest oa digouêt ba kêr ba ene. Braw neus gwraet ar mod-se! Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h



'H an-m(e) dé gont(o) doc'h doc'h ar patates kig-sall neu'n !

Odile he-hun :

Me so eet d'o(be)r patat(es) kig-sall hiro ha (e)ma kreis-te, kreis-te hanter, ha vé ket gwelet blevenn (e-)bed deus Bernard. Alalalalalala !

Med Bernard oa digouêt ha sert(e)namant na tapet, klêt e jeu ga Odile. Bernard lare dei :

Ya, med an davades oa (o) klass d'o(be)r he re bi(he)n. Hag an treid oa d'en-treus, ha tàe ket-hè. Sed ma reñket chikour he davades dé sortïal, lar, an deñied bi(he)n.

Odile :

Ha pad an amzer mé patates oa (o) tevo en-tan, tampir ! Ha on aet d'o(be)r patates kig-sall war ar marc'had c'hoazh, hiro ! Choñj oan memestra lar ho treid (e)maint ket ken treus (e)vel heñi ar penn-deñied bi(he)n. Mond ra-hè mad ?

Bernard :

Mad-tre ! Ha mé dreid 'h a mad-tre 'e ha mé divicher 'e ! Ha mersi (e)vid ho patates kig-sall !

Bernard ha Odile doc'h taol ha dibiñ patates kig-sall.

Ha Guy zo digouêt, skoet wa(r a)n or, digemer(e)t ga Bernard :

Guy Kergo ! C'hwi zo dre-am(añ) ba'n euriou-m(añ) ? Ga ur valz war ho prec'h, (o)h o(be)r petra (e)moc'h dre-ase ?

Guy :

- Me zo bet troc'h ur garg lann dé reiñ d'ar c'herseg, dé bil lann d'ar c'herseg dans la Goarem Bras, ba'r waremm vras ba'n traoñ ba du-s(e). Ha sertenamant oant digouêt ba-ti, 'biou, ba-dirèg ho ti neb 'hond dé lar(ed) boñjour doc'h. Kompren walc'h vé an dra-s(e) Bernard ?

Bernard :

Deuet barzh, ha deut dé evo ur bann'h chistr (a)ssames ganen Guy. Odile, Guy Kergo é-heñw !

Odile :

Deus dé dap ur werennad da Guy ! War ar marc'had meus gwraet patates kig-sall hiro dé Bernard ha jom un tamm, kerkoulz é doc'h dond ha' zebi ar pezh a jom, kar pec'hed é chet (a)nê d'ar c'hi !

Guy :

- Sur ! Traou mad ar mo(d)-se vegn ket chet(et) d'ar chach anê ! Neu'n 'h añw d'aseo ha 'h añw d'echuiñ (a)nê. An dra-s(e) zo boued mad ha yec'hus war ar marc'had. Aneo ret an tont[on], ar yontr Job ?

Bernard et Odile :

Ar yontr Job ? Marw é-heñw Guy ?

- Oh, n'é ket, mad-tre 'h a lar Guy. Mad-tre ! Med bet é bet heñw klañw pad pemz(e)te pe teir su'n. Hezh zo aet d'(e)n-om fourriñ ba'r c'hlub du troisième âge ba... deus ar barres.

Bernard et Odile :

Ah beñ ya, n'eus keme(d) an dra-se kin des clubs troisième âge partoud !

Guy :

- Setu a'h ee ga i gleub, 'h ee-heñw dé voaiajiñ kost(e) Dinard. Ma'hat an dra-s(e) zo ba'r Bretagn 'e ma'hat, pe ba'r Frañs, n'ouzon ket.

Odile et Bernard :

Ya, ya, ya, an dra-s(e) zo ba-tal Montroules, ba'n nec'h ahe gis-s(e).

Guy :

- Ha sert(e)namant, oa-hè eet, ar yontr Job ga e ekip, d'ar restaorañ ha negn debet beb-sort traou. N'aneè ket-hè. Goud... ouïè ket-heñw petra na debet, lare-hè. Med, ar pezh oa digoueet gatoñ : neus tapet-heñw ur foerell ! Pad ur su'n é bet-heñw ga'r foerell. N'añw ket d(é) lar(e)d doc'h, toujust nise-heñw amzer d'ond dé gost(e) ar harzh ha oa e(rr)o-heñw, an diharzhader, (e)vel un nàer d'ond ba'r harzh. Gwel a ret Odile, ho patat(es) kig-sall, an dra-s(e) zo difer(añ)s deus ar pezh so ba'r restaorañiou. Restaorañiou kaoc'h ! Ase n'eus ket mann vad (e-)bed na... na yec'hed na fresk. Ha chistr Bernard zo mad-tre war ar marc'had.

War-lerc'h an dra-m(añ) me gav din zo voien din d'ond dé droc'had ur garg lann c'hoazh. Barzh vo deut an noñs mo bet amzer dé droc'h un'-ell c'hoazh. Ale ! Bernard ! (E)n-om okupet mad deus ho kwreg, kar houzh oar ho(be)r boued mad doc'h. Pad pell é bet nei d'o(be)r an dra-all doc'h. Salud doc'h ho-tow !

08/08/2015

Ar plac'hed nise ur sakre plass

Salud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, med un' bet gwraet ga Ch. Fer ba Kleden-Poher. Trañskrivet ga Jean Lecoulant assames ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'hend-ell, bi vis(e) tud 'e hag a chomè dé sell(ed) deus ar re-ell labour(ad) ?

Ah ya, ah ya, med ar re-s(e) gleent kem(ed) seurt traou oa toud

– Ya

Toud ar pezh zo… oa moien dé lared dê

– Ya, petra vis(e) laret ?

« Peus ket gwel(et) ar fenaient 'è ba du-m(añ) ?! Neus ket gellet mond da re-achu i leden daoñ ? Heñ no inouet din ! »

Ha' (a)n heñi-ell lar daoñ :

« Oh nann paotr, hezh so finnoc'h (e)vidoun ! Heñ neus ket e benn daoñ ba'r labour (a)naoñ 'e, heñzh so korn-er(e)n ba e rèr »

– Hag an dra-s(e) sinifiv petra ? Re fenaient ha da 'n-om gempenn ?

Nann, nann, med tamm korn er(e)n deus i rèr an dra-s(e) so ur paresseux heñ, ur fenaient…

– Ah ya

Fenaient bras !

– Ha petra vis(e) laret ma ne vis(e) ket echuet ar labour ba'n deiezh ?

Oh neu'n vis(e), vis(e) kontan ar patroñ ma vise gwraet ur bern traou ! Ha ma vïent gwraet mad, med alïes, (a-)wechou vïent ket gwraet mad 'è ma vis(e) ket sec'h an traou, petramant ma visent ket troc'het mad, sertanamant heñ vich(e) ket kontan. Ha deus an noñs neu'n vis(e) tailhet ar boesson ha pé vis(e) tailhet ar boesson fache an dud ! Oh, gwech-ell oa an traou dïaes (a-)walc'h wa(r) (a)n douar hañ !

– Pe-sort boesson vis(e) ràet ?

Jistr, jistr, ha c'hoazh vich(e) ket heñi, heñi gwal vad (a)nèoñ, pigur ba'r feurmou mad, ba-lec'h vis(e) ur bern jistr, vij(e) gwerzhet (a)n heñi mad ha vis(e) derc'h(et) an heñi fall (e)vid, (e)vi(d) ar personnel

– Ah ya… Petra lare (a)n dud ma vis(e) fall ar jistr just-walc'h ?

Ur bann'h, ur bann'h-loais vis(e) laret deus ar jistr

– Ur bann'h loaïs ya ?

Vis(e) laret deus ar jistr

« Petra é ar bann'h-kampèch peus digasset d'ond amañ ? »

– Ur bann'h kampèch ?

Ya

– Kampèch so jistr fall ?

Ya !

– Hag se vé laret (e)vi(d) ar gwin, (e)vi(d) ar gwin 'e ?

Ar gwin, med deus gwin vich(e) ket, vich(e) ket kaoseet d'ar mar(e) deus, surtoud pé vïer laboured war ar c'hampagn heñ. Oh noñ ! Nann, vis(e) ket evet gwin, deuh an noñs vis(e) ur bann'h lambig. Ha heñzh oa (e)vi(d) remont(añ) an dud, deuzhtu nïe evet ur bann'h, paotr-powr, e'h ee ar paotr mat deuzhtu.

– Ah ya ?

Goud(e) nïe tapet ur gwal deiezh vis(e) ev(et) 'e un' kosto. Goud(e), gwech-ell ar beïsanted oa 'fond vras toud, oa acharniñ war an dra-he, war ar boesson

– Ha ar merc'hed ? Petra eve ar merc'hed neu'n ?

Oh, ar merc'hed ? Ar merc'hed n'evegn ket

– N'evegn ket ?

Oh nann, oh nann. Ar merc'hed, ar merc'hed gwech-ell oa, oa sirïus !

– Ya, med labour(ad) reegn gand ar baotred 'è

Ah yè, labour(ad), labour(ad) reegn

– … Evid despugn ar patat(e)s

Labour(ad), labour(ad) reegn (e)vid o(be)r toud an traou. Ar plac'h renke taped un tamm partoud heñ ! Koulz tenn(añ) patat(e)s, pe 'h eren ed, petram 'vid cherrañ ed vïe daw dê mond war ar voudenn dé dostaad (a)nê. Ar plac'hed na, nise ur sakre plass heñ !

– Ya, ha(g) ar plac'h na ree ket kousk-kreiste e-bed ?

Ah noñ ! Ah, med ni a reemp ket d'ar mar(e) (a)darre hag ar baot(r)ed reegn ket 'e

– Ah boñ ?

Ba'r seson vras vich(e) ket kousk-kreiste. Ah nann !

– Ah vis(e) ket ràet un hano-ell d'ar c'housk-kreiste ?

Oh nann, oh nann, hezh, hezh oa un dra oa ket… Heñ oa hors du registre. Ha oa ket, na ket hano (e-)bed, pugur an dra-he vis(e) ket gwraet ba toud an… toud an treou

– Nann, nann

Klask hanoiou ar loened

Salud dec'h

Fenos vo laket un tamm kaos bet gwraet barzh Skrigneg ba-ti M-T. hag he c'hamarad Y., assames oain ga ma mamm. Añrejistret ha trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
M-T. (deus Skrigneg)
Y. (deus Pluskelleg)
Ma mamm (deus Plouïe)



Moien zo d'ijellaad 'e un tammig

Me meus gwraet, med matresse vo moien d'o(be)r c'hoazh, pugur (e)mañ ket an arrivée duzhtu

Me meus ket, me meus ket heuilhet an « tour de France »

Nann, med me blij diñ blame da wel pe-naos (e)ma kont ba'h lec'h-all !

Ah ya ?

'Vel dec'h da nos mamp gwelet, pass dec'h da nos, an de raog, ar Morbihan

Ah ya ?

Le Golfe du Morbihan barzh… Pe-sort hano na an emissïon oa bet ba'r Golfe du Morbihan

« Des Racines et des Ailes »

Eo ! Voilà ! Ma ! Ma ket joñj kin, gwel a res pe-naos ankoueon…

Diweskell ha…

Diweskell

Ha neu'n pet(r)a vé… Grïou ! « Grïou ha Diweskell » !

Pe-naos vé laret « des couleuvres » ?

« Silïenn-garzh »

– Silïenn-garzh vé laret ?

Ya, deuh « la couleuvre » ya

Klêt ma (a)naoñ lared ha ma ankoueet…

Ah ! Ur wech deja

Ur wech deja ma klêt

Silïenn-garzh, med ar macheñ, ar loened ahe, kalz a dud oarant ket, pudur ar loened, oarant ket hanoiou ar loened ! Ah nann !

Nann, nann

– Hag an nàer ? Petar é an nàer ?

Beñ « la vipère »

– « Vipère »

Un nàer zo ur « vipère » ya

Ya

– Ha pe-sort mod vé laret ar « serpent » neuhe ?

Ah ! Ur serpan

– Ur serpan ?

Ya ya, med ahe zo un hano 'è, med ur serpan vé laret

Med mod-all (e)vi(d) ar lapoussed, pegur…

(E)vid ar lapoussed ahe kalz a dud oarant ket o hanoiou (a)nê, oh nann !

Ma merc'h pé oa ba'r skol Kemper barzh, 'tisken brezhoneg ha oa rôet ur gassetenn dèi d'añrejistriñ hanoiou ar lapoussed toud ha oamp bet chomet ur wech diñ, mamp ket joñj pe-sort hano, petra oa ar c'hevelleg, petram an hirondelle… Oh biskoazh ! Matrehe te n'ouzes ket petra lared deus…

– Ar c'hevelleg n'é ket an « hirondelle » nann ?

Nann ! Nann, med an hirondelle é « gwinigelled »

Gwinigell é

Gwinigell

Ar gwinigell ya

Ya, med ahe mamp ket joñj !

Ha « bécasse » é ar c'hevelleg

– Ha « gwinili » vé laret (e)vid, pa vé kalz

Ah ya

– Ar gwinili ya

Gwinigell

– Ar gwinili

Gwinigell ya

– Me ma klêt an dra-he ba Plouïe

Ah ya !

Med ur gwinigell, un'

– Ya

Ur gwinigell zo ha neu'n gwinigelled neu'n a vé laret ma zo ur bern

– Ya, ba-blassou ya, med me meus klêt « gwinili » (e)vid, pa vé kalz

Ha ni lar « ar gwinigelled »

Ha Guéguen, ar gegen é ar, ar gegen é « le geai » n'é ket

« Le geai » ya, ar gegen

Ar gegen !

Guéguen, Guéguen

Ya med nim lar ar gegen ya

Ar gegen ya, alala !

Ha macheñ, ar « bécassine » zo ur c'hevor

Ha 'n hini-all é pet(r)a ar machin-dour ahe ?

Heñ ?

Ar voulac'h !

Ha 'h a poull-dour…

Deus ar re-he meus droug 'e ! Debet toud, debet toud ar framboas gate

Ah ya ! Ar re-he zeb beb-sort ya hañ !

Debet toud an traou !

– Ha neus ket kollet he beg !

Ah nann ! Oh lalalala ! Ah ya, ar re-he so zeb beb-sort traou kwa hañ ! Ya

– Ah ya, hanoiou ar loned é sterd…

Hanoiou ar loned, kalz, an hanter deus an dud oarant ket hanoiou ar loned 'e

Nann

Ha laro 'e ur « renard » pe ur macheñ pe ur…

Oh ! Lou(a)rn

– Ur lou(a)rn vé aneet

Ya ur lou(a)rn, med, 'vel ar macheñ, petra so ahe c'hoazh, zo bernien deus ar re-se, med… 'Vel, pet(r)a é ar macheñ deja 'ta ? Ar « héron » a zo pet(r)a 'ta ? Heñ na un hano…

Ah ya ! Toud na e hano !

– Oh ya ya ya !

Heñ n'é ket ur « héron » é

Nann !

Pet(r)a é deja 'ta ?! Oh me meus gouïet, med ankouaad a ran anê a-wechou

Ah ya

Kement so !

Pa vé ket implijet, ya

Ah daon ! Nann, nann nann ! An dra-he zo sur hañ se ! Goud(e)-se pé vé deut da joñj dit ur wich

Ya

A galles delc'h (a)nê peu-prè ar joñj kwa…

– Ya, med ar gàerell 'e vé laret amañ ? Ar gàerell ?

Petar é ar gàerell ?

– « La belette »

Ar gàelon ya !

Ah ya !

– Ar gàelon ?

Ah ya !

Gàeloned

– Gàeloned ?

Ar gàelon ! Ya

Ar c'hazh-koat « l'écureuil non » ?

– « L'écureuil ouais »

Ya

Ah boñ ?

– Kazh-koat ya

Nann, vé ket laret ene ?

Ar gwidigell, vé ket gwraet ar gwidigell deus an « écureuil »… Ur gwiñver !

– Gwiñver !

Ar gwiñver !

N'é ket gwinigell : Gwiñver !

Ar gwiñver vé gwraet deus an « écureuil » ya

– Ya, med mem-mod, kazh-koat ha gwiñver, an dow

Ah ya ? D'an dow vé laret

Ya, ar c'hazh-koat ya

Ar « belette » zo ur gàelon

– Ar gàelon ya

Ar gàelon, ah ya ! Ha houïen ket 'e, nann ! Nann nann nann. Ev' ur bann'h c'hoazh Yvette kar sec'hed…

– Ar làer-avalou, nann ?

Ah ya ! Ar làer-avalou, petra res ?

– An hurussun

Ah ya ! Vé gwraet ur làer-avalou ?!

– Euh… Me meus ket klêt kalz an dra-he, an hurussun meus klêt, med…

Ah ya ! An hurussun, med pass…

An hurussun ya

Ah ya

– Med an hurussun vé laret, vé ket laret amañ an dra-he (e)vid an dud 'e ?

Ah yeo ! Ya, hezh so un hurussun

– « Eh ma'kas' hurussun » vé laret

Ya, hezh so un hurussun

– Ya, ha petra signifi an dra-he dec'h ?

Hurussun ?

Oh ! « Quelconque » kwa

Ya, un hurussun, hezh so un hurussun

Med, kalz, kalz a dud zo, goude nïe bet gouïet mad ar brezhoneg eh be nïe ankoueet

– Ya, beñ ya

Kalz a draou, pugur bremañ vé laret, pé ga(v)es ket an hano vé laret in galleg !

Hag ar « rossignol » pet(r)a é ?

– Ah ! Meus ket joñj…

Aha ! An e(o)stig !

– Ah ya ! Ya, gwir é

Alala ! Ha ga Yves…

Oh med, ase zo ur bern, med benn-neu'n é red dit reflechissañ benn hataped ar re-se toud adarre ! Med kalz dud oarant ket, oarant ket o…

Ha ma merc'h 'n-(hi)ni oa rôet, p(a) oa rôet ar gassetenn dèi, oa sort e-bed warni, da hoûd hanoiou ar lapoussed kwa

– Ya ya

Ya ya

– Med, me meus, hanoiou ar lapoussed meus ket, n'ouzon ket kalz, med ha goûd pe-heñi é ! An dra-he n'oun ket gouest 'e !

Ah nann ! Ah nann, nann ! Dram n'anees ket (a)nê kwa !

– Beñ, ni ar re-yowank bremañ n'omp ket, n'omp ket gouest kin d'aneo (a)nê !

Ah nann, nann. Pet(r)a vije gwraet deus « les moineaux » ? Pet(r)a vé laret deuh…

Heñ ?

Pet(r)a vé laret deus « les moineaux » ?

Filiped !

– Filiped ?

Ar filiped ! Ah olala !

Ha pichoned, koulmoul kwa ha toud pezh é « tourterelle » koulmoul !

Ya, ah ! « Tourterelle » 'n-(hi)ni é koulmoul

Koulmoul ya

– Koulmoul ?

Ur goulmoulenn, ya un « tourterelle » zo ur goulmoulenn

Koulmoulenn ya 'ha !

Ar pichon zo… Pet(r)a é ar pichon deja 'ta ? Oh né un hano, un dra menneket…

– Ar pichon ?

Ya

– Ur « pigeon »

Ya ya, med ar pichon na un hano 'e, med benn-neu'n

– Med pichon zo, zo e brezhoneg diboe pell dija heñ

Ah ya !

– An dra-he meus ka(v)et, pof ! Oa, vije laret dija pemp kant la so, pichon

Vije, ha vije laret pichon ?

– Ya ya

Med, ase oh ! Berniou zo ase neu'n ba toud ar plassou nïent ket laret mem-mod 'è kwa ! Matre'n ma'h efes da, d'an tu-ell da Gareis ha macheñ neuhe larent ket mem-mod 'vel lar, 'vel lar-nimp ba'n tu-mañ…

03/08/2015

An diw billig

Trañskripsïon bet disvanket d'an dride deus mis-meurzh 2018
Transcription corrigée le 3 mars 2018

Hadsalud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, med un' bet gwraet ga Ch. Fer ba Sant-Wazheg ar wech-mañ. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ah ya… Ha 'hend-ell ba'r vorn vis(e) ket gwraet ri pe traou mo(d)-se ?

Yao, yao, yao-yao ! An dra-he vis(e) war-lerc'h 'bénn oa bet gwraet forniou bihen amañ

– Ah ya !

Vis(e) gwraet ri barzh 'è

– Ah ya ! Ah vis(e) leus(k)et pad pell barzh, nann ?

Beñ, ken vis(e) poazh ! Ya

– Ha fars vis(e) gwraet 'è ?

Ree ket. Amañ vïe, meus ket gwel(et) ober fars, nann

– Na ba'r chiminal 'è ?

Nann

– Ah nann ?

Nann

– Be oa tud ha' ree 'n-ur lakad tan dindan

Ya

– Ha tan war-horr(e)…

Ya ! Ya hag 'è goud(e)-se neuhe oa 'è, mikanikou (e)vid o(be)r ar c'hrampouzh oa 'è. Voa diw billig 'e, sañset d'ond war-gorr(e) ar… Hag ar, ar machinou oa simen, pass simen, me(d) des pierres de taille hag e oa plass(et) ar billig war peb-heñi d'anê. Hag ba ahe gis-se neuhe meus bet gwelet mé mamm 'h o(be)r 'è : 'Bénn vis(e) gwraet un deiezh (é)h o(be)r krampouzh, ar re-s(e) vis(e) tomm(e)t ha vïe gwraet un dorzh-var(a) dé lakad ba b(e)-lec'h vise bet ar billig ha vïe lak(et) ur chidou(r)en war hi gorre dèi hag é lak(et) ar, ar glow tro-àr-dro neu'n

– Ah ya, me(d) ar mekan[ikou], ar pezh vis(e) gwraet d'o(be)r krampouzh oa, oa dow doull neu'n ?

Ya, dow ya, ken hir hag an daol amañ gi-m(añ) hag vïe laket an diw billig. Me(d) be (e)ma-ñw atô ba b(e)-lec'h vïemp 'h o(be)r krampouzh

– Ah ya !

Be (e)ma-heñw atô

– Hag a vis(e) un toull don walc'h neu'n war an tan…

Ya, vis(e) un toull hag a blanter ar c'hoat toud dre ar memes pénn d'ond ba'n dan diw billig. Eh, 'vel amañ gi-m(añ) vïe bet dac'h an toull hag ar billig oa ba'r pénn-all war 'r chiminal ba-tal he c'hichenn dèi, ahe blanter ar c'hoat dre-am(añ), an treber pénn-all !

– Ha pe-sort mod haller passeal ?

Ar mo(d)-se yao ! Ar re-h(e) oa, oa koat ha' vis(e) troc'het moan ha hir ha 'h eegn ba'n dan diw billig. Hag 'è ar glow oa toud ha setou, pi(g)ur ar re-h(e) oa kloset toud, toud. Ahe oa ket ba'n aer pe tond d'ar billig, weleh ket tan (aha)nah !

– Ah ya !

Nann-nann

– Ya, me(d) 'kreis-tre an dow doull rond neu'n…

Ya, me(d) hègn…

– … Vis(e) ur, vis(e) ur passaj

Ah ya ! Me(d) ahe oa ur passaj

– Ken leden ha an toull ?

Ah nann ! Ah nann ! Nann-nann-nann ! Me(d) voaien vo din dé zes(k)un 'nèoñ doc'h, pi(g)ur egzist a ra atô ma peus ket gwelet (aha)noh an dra-h(e)

– Klêt, klêt meus ar gaos ur wech, me(d)…

Ya, me(d) voaien vo domp d'ond dé sell(ed) 'nèoñ

– Ah ya !

Pi(g)ur (e)ma ket pell 'nèoñ

– Ha neu'n, pe-sort krampouzh vis(e) gwraet ?

Eh beñ dé gomañs vïe gwraet re gwinizh-tu ! Krampouzh gwinizh-du vis(e) gwraet, me(d) un neub(eu)d re gwinizh vïe daw ober 'e. Dow sort vis(e) gwraet ! Me(d) kalz labour oa, 'bénn roiñ krampouzh dé toud ar familh. Ha setou è, vis(e) komañset ober 'nê-gn abretac'h, vïe (e)vid raog kreis-te vis(e) gwraet ur bern re-sec'h ha 'bénn teue ar baotred war-lerc'h dé zib o mer(e)nn vïe laket o amann war o un' ha vïe laket un' sec'h war hi gorr(e) ha vïe lak(et) hègn diw-ha-diw, 'vi(d) karg o c'hov d'an dud founnissoc'h, mod-all vïe ket bet karg(e)t o c'hov dê-gn

E(rr)i bihen an dour ga'r pato

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm kaos bet gwraet barzh Skrigneg ga M-T. (deus Skrigneg) hag he c'hamarad Y. (deus Pluskelleg), assames oain ga ma mamm (deus Plouïe). Añrejistret ha trañskrivet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
Ma mamm
Y.
M-T.   



– Ijel an dour ga e batates

Ah ya ya

– An dra-he peus klêt 'e ?

Ya ya

– Petra signifi an dra-he ?

Med, e(rr)i bihen an dour ga'r pato, ya. Din-me, barzh du-mañ vije laret : E(rr)i é bihen d'o(be)r pato, au bord de la faillite quoi

– Ya, an dra-he é ? Pugur hemañ, an heñi-all na laret oa, oa deus Ponvel, na laret oa an dra-he pé oa prest un dèn da vervel, ba e zevechou diveo kwa

Eo !

Med, un dèn 'hond d'o(be)r faillite é : e(rr)i bihen an dour ga'r pato 'è, ya ya !

– Ah ya

Petram poazh é ar pato, ya. Poazh é ar pato, ya

Ya, ha mod-all 'vel pé vé un dèn hag oa e(rr)i prest da vervel : Ah heñ n'ey ket pell kin, vé laret

– N'ay ket pell kin

N'ey ket pell kin, ya, an dra-he vé laret

Ha e(rr)i é bihen an dour ga'r pato

Ya ya. Gwech-all, boñ, 'vel ar re ouïent ket ar galleg a larint beb sort kwa hañ ! Mamañ meus choñj, mamañ ouïe galleg, med memestra se vije un' ha un dèn hag 'wichou vije kourant da lar i hano, mamañ ga(v)e dalc'hmad da lared, boñ heñ vo gwraet un hano deusoutoñ mod-se lec'h lar i hano mad kwa hañ ! Vije ket gouïet, med goud(e)-se e-se ! Hije ket joñj kin pe-sort hano nije, vije ket joñj (ne)med deuh ur leshano ! Ah ya, ya ya, med ha gwech-all a vije kontet kalz müoc'h ar gaos (e)vid a vé gwraet bremañ blamor d'an tele, ha da soirée contes ha beb sort a vije, kanowennou, festou-nos ha beb sort

Ya ya, bremañ zo un tele

Ha bremañ (e)ma an tele ha izhpenn-se zo, eh zo c'hoazh, bremañ zo n'ouïes ket petra toud kwa hañ, ya, ya, ya ya, ah nann ! Ya, lec'h gwech-all oa ket traou ar mod-se kwa

Matresse é poent domp mond 'e ?

Ya

Da wel ar jerdin

Ha da wel ar jerdin

Ya

Moien zo da gass hemañ ba'r jerdin 'è

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog