Klask komjennou ba'r blog

29/12/2015

Ar pelestr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet assames ga Jean Lecoulant barzh Kleden ba-ti G.. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
G.
- E wreg
Jean



– Ya, fest ar pi-moc'h, oa ket amañ ?

Nann, an dra-s(e) meus ket bet…

– An dra-he meus klêt ba Berrien oa, pugur pa vije la[het], beñ lahet ar pi-moc'h ur wech ar bla

Ya

– Ha neuhe vise gwraet fest ar pi-moc'h goud(e)-se kwa

Ya

– Ha vije pedet an dud d'ond da zeb(iñ) un tamm kwa

Ya, an dra-s(e) oa…

– Gwraet ur friko kwa !

Hezh oa ur mod kozh 'è, med doc'h an dra-s(e) meus klêt kaoseal 'è, med dre-amañ, ar pezh meus gwel(e)t, pé vïe lahet ur pi-moc'h vis(e) kasset un tamm… Pigur ar jamboñ beñ vis(e) troc'het des trañchennou kwa heñ, la rouelle 'vel vé gwraet doc'h an dra-s(e) 'è ha vis(e) kass(et) un' euh, un tamm dé un', un tamm d'un'-ell. An dra-s(e) meus gwel(e)t ho(be)r

– Partaj(añ) an traou kwa

Of, ur jestr kwa, un tamm…

– Ha pe-sort mod vije koñserv(e)t ?

Bah, ba'r pelestr vis(e) gwraet doc'h an dra-s(e), ba'r bailh ra lod-ell doc'houtoñ

– Ba'r pelestr ?

Ba'n hor'n [holen]

Ya

Amañ vise gwraet ar pelestr deuhoutoñ, ya.

– Ah ya, pelestr mem-mod, mem-mod 'vel ar chern pe… ?

Ar pelestr, ar pelestr oa… D'ar mar(e)-s(e), ar pezh meus aneet oa ur barrikenn kwa, koat !

– On a un nous…

Ya, me meus un', ur pelestr

– Ur varrikenn é kwa, un tamm

Ah nann, nann, nann

– Nann, n'é ket ?

Ga, un' grè ga…

– Ah pri kwa

Pri

– Ya, grè ya

Grè, ya pri… Hag e, me meus gwraet heñ ! Med pé oan-me dimeet ba Kergo, pé oan ba Kergo, wechou dapèn un tamm pi-moc'h ar mo(d)-s(e). Ale hop ! Ha vis(e) tap(et), lak(et) un neubeud tammou ba'r c'hoñjelateur, un neubeud tammou ba'n hor'n [holen]. Med disket ma 'h o(be)r vounnus. Un tamm jamboñ, ba-plass sall(añ), lak(ad) 'naoñ douss ar mo(d)-s(e) à peine 'vel ar ouest-sukr ar mod-s(e) a-peu-prè, un tamm pe dow. Ale hop ! Ha fissel(et) 'naoñ ferm, pak(et) naoñ mad ha lak(et) 'naoñ ba'r pelestr ba'n hor'n [holen] pad c'hwec'h deiezh ! Pass, pass izhpenn ! C'hwec'h deiezh ba'n hor'n [holen] ha tenn(añ) 'naoñ maes ha poahañ 'naoñ 'vel vé gwraet le jambon à l'os bremañ

– Ah ya !

Ah ! Ah(e) vis(e) gwraet ur c'hass-krout neu'n ! Ha goud(e)-se…

– Blas oa kwa !

Ah ! Sur 'ha ! Ya ha blas mad ! Ha goud(e)-se oa deut ar c'hoñjelateurien, seto goud(e)-se oa ket emm pelestr kin.

27/12/2015

Me ga'e emsa mond da joukour ma zad ha ma mamm

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga RKB (ga Y-B. G.) gad un J. deus Pluskelleg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Med adaleg oas chomet er gêr neuse, pa ouïes a oas da chom er gêr a ouïes walc'h oas 'vond barzh ar labour i'e, oa ken nemed ur vuhe labour oa da zond ?

Oh ya ! Med se zirañje ket ! Me moa, zo bet ganet dalc'hmad ba'n douar, mod-se vije gwraet pé vije e(rr)o ba'r yêr deus ar skol plass mond d'o(be)r an deuvoariou ba'r gambr 'vel vé gwraet an de-hedu, me ga(v)e emsa mond da joukour ma zad pe mamm d'o(be)r un dra menneket da… 'Vel vije emm d'o(be)r ha mim ga(v)e gwelloc'h se 'vid mond da studïou, pugur se oa ket, se oa ket ma jeu in mod e-bed kwa !

– Ha neuhe teus gwraet ar labour-feurm toud tamm-ha-tamm adaleg oas krennard, adaleg oas yowank-tre ?

Oh ya ! Ahe vije gwraet braw demp, d'ar mar(e)-se vije gwraet ur man demp pe un dra menneket ha vije… Se oa 'vid reiñ un tamm gout d'ar vugale, vïe gwraet un tamm man bihen demp ha toud 'vid reiñ betrabes d'ar saout ha 'vid o(be)r kalz a dammou traou kwa !

– Ya, gwraet vije oustilhou a-vod d'ar bugel, d'an den toud 'vid deoñ da ve aeset da ober ar c'hrogad labour ?

Oh ya ! Ba ma joñj ha 'vid, 'vid reiñ o c'hoant dê d'o(be)r kwa kichenn an de-hudu vé ket gwraet traou mod-se kin ! Vé ket 'n-om okupet deus… Bremañ vegn leusket d'o(be)r un tamm bihen 'vel neugn c'hoant d'o(be)r kwa kichenn d'ar mar(e)-se, pé vije gwraet ar mod-se dit ma fije c'hoant, bon vije laret dit « da Louise tieñ ! Emm zo dit pe emm zo mod-se » ha goud(e) vije renet ha hezh a, 'vel bugale un tamm bihen surtoud ba'r merirïou bihen, goûd a rañw ba'r re-vras oa ket possubl o(be)r ar mod-se, med ba tammou mererïou 'vel ma (e)mom-nimp a oa, vije red da 'n-om zibab ha d'o(be)r hom zamm stal !

– Pe-naos a weles neuse barzh, gand da zowlagad ur vereri vras evel oa amañ barzh Pluskelleg, martese war-dro Kallag ha tro-dro dit ? Pe-naos a weles 'nê ?

Hañ ! Ba'r mar(e)-se, 'viton pemp war'n-ugent devezh-arad, se oa ur bern ! Ba du-mañ oa pe(va)rzeg ha se 'ziwar un neubeud (a) dra ! Med bon, 'benn bevo vije red dê, blam da se ar vugale oa red dê beañ a-bred da labourad un tamm bihen, an eil plass ha egile 'benn erruoud da vevou toud 'è kwa !

– Ya, neuhe 'h ee an dud da zewejata ?

Ah ! Da zevejata 'n eil plass pe… Pugur kajimant da lared dit memes, me meus bet klêt ma c'hoarésed lared, d'ar mar(e)-se vije ket laket kalz a demz ha int bet 'lakad ba ur vereri tal du-mañ, na ket laret an hano, hag int bet 'lakad ammonitrat ha vije laket gan ur loa vihen da beb bitrabesenn !

– Pizh a-walc'h neuse da lakad an temz d'ar betrabes ?

Ah ya ! Ya ya, pugur 'hend-ell beñ nagn ket c'hoant da lakad kalz, ar mod-se vije chechet partoud kwa ! Ah ya ya, se zo sur heñ !

– Ya, neuse vije labour koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed war ar maes ?

Ya, med ar merc'hed vije tapet müoc'h d'ar mar(e)-se da labourad 'vel ar baotred, müoc'h 'vid a vé gwraet bremañ kwa ! Bremañ vé essêet lakad bep-hañi ba e blass un tamm bihen kwa kichenn d'ar mar(e)-se vije, viche ket sellet re just deus se kwa !

– Neuse pa oas chomet er gêr feus gwraet toud ar labour-feurm ha mond da labourad dïavaes i'e, duzhtu goude oas p(ev)arzeg la ?

Oh ya ! Dalc'hmad, dalc'hmad ! Beñ, ba'r yêr viche ket labour pad ar bla 'è, ar mod-se vije red akordo d'ond beñ d'o(be)r un dra menneket. Ha d'ar mar(e)-se moa ur breur-kàer ha' oa massoner ha' ree ar mod-se beñ zigouee din mond da joukour 'naoñ ur wech an amzer 'è ; 'hend-ell vije gwraet man laran dit d'o(be)r 'vel moa laret damaig, d'o(be)r tammou bitrabes pe ruta pe plantou kaol pe… Kalz a dammou traou kwa !

– Hag ober koat…

Ah ! Ober koat meus bet gwraet ma c'hont 'è, ah ya ! Ah se meus bet gwraet, ya, oh ya ! Oh ya, pé oan chom ba'r yêr deus ar skol, d'ar mar(e)-se oa ket dija kalz girji amañ c'hoazh ha ma… Ha oa gwraet pemp mil vagod ur blavezh

– Pemp mil vogodenn goat ?!

Pemp mil vagodenn, ya ha oa komañs troc'ho 'nê ga'n hach ha 'benn (ar) fin (e)mañ, oa prenet tronçonneuse neu'n ha oa, oa ar cheu ga'n tronçonneuse ha gwraet koat, un hangar oa bet sa(v)et, oa amañ oa deut deuh ar vereri 'è ha oa, oa gwraet toud, pester ha traou sa(v)et 'ziwar an douar kwa !

– Ya, gwraet vije gan danveou diwar ar harzh 'vid nompass kaoud kement a frejou 'h ober ar loje(r)is

Ya, justamant ! Beñ gwelloc'h marc'had é se zo sur, med boñ ! Matrehe oagn ket tre kenkoulz 'vel koat vije prenet, ha red lared vije tretet d'ar mar(e)-se, añfeñ boñ ar re-m(añ)-all oa derc'het memestra 'è kwa !

– Ya, ba an disklaw a vijent

Ah ba'n… Se zo sur heñ ! Oh ya !

– Ha vagodiñ neuse, vagodiñ, ober kerveou ?

Se blije ket din re, ar c'herveou blije ket din, med goud(e) oa deut… Añfeñ gan ar c'herve-koat, med goud(e) oa 'n-om ga(v)et ar machin, ar machin o(be)r koat vije gwraet deus se ha gan heñ oa deja un tamm mat aesetoc'h blam da sterdo 'nê ha toud pé vêr yowank 'hend-ell vé beñ tammou miser é klosañ 'nê gan ar penn-dowlin dape tomm ha oamp ket ken abitüet da, 'vel re e(rr)o serten oad 'è da, 'vid troiñ anê, med boñ… Mod-se vé disket heñ !

– Ya ha klask ar c'herveou, kaoud an tu d'ober ar c'herveou i'e, delc'h anê skoulmet

Euh ya, se tàe… Mé ket, klask anê meus ket bet gwraet, n'on ket kat da lared, ma zad a ree se ! Heñ oa e, i labour ma vé c'hoant. Heñ glaske ar c'herveou d(a) dap ha se ree ! Feñ heñ ree 'è ! Hezh poagne ba e damm mod heñ ! N'é ket lar se on, med… Med 'hend-ell me, klask (ar) c'herveou n'on ket kat da lar on bet, nann meus ket joñj deus… Nann, n'on ket bet klask kerveou

– Ya, lak a ree an treou prest dit evid, evid ober ar labour goude

'Vid beañ prest da labourad, ya, ya ya

– Ya, vogodiñ ar c'hoat-se neuse se oa dispenn 'nê goude i'e gan ar valz, lak anê war an ed, charr anê, berniañ 'nê goude ?

Ya, d'ar mar(e)-se vije ur c'hinder da ma zad na ur… Ur billig vije gwraet deus se 'vid, 'vid drailho an trojou hag ba'r gooñ neu'n pé vije ket re labour 'hend-ell ar bla war... Pe ar gooñ war-lerc'h vije troc'h(et) ha renet ha vïent jerbet ba'r sec'hor neu'n, mom tàe da veañ prest blam vije ba'r sec'h 'è kwa. Ha 'benn-neu'n ar re-he vije bourk un tamm bihen, neuhe vije braw, ur c'hilo ton gante kwa

– Ya ha pemp mil vogodenn-goat 'n ur bern, se zo a(rr)i ur bern mat !

Ah ! Ar bla-se oa gwraet teir, teir gwrac'hell kwa ha vije laket voenn ha amañ oa ket hesk, med neu'n vije troc'het broñs ba bord an hent. Bord an hent oa ur pejad ha' oa deuh ar barres kwa ! Oa ket, oa ket da zen e-bed ma feus c'hoant hag a vije troc'het ba bord an hent neu'n 'vid, 'vid lakad war-gourre, war-gourre ar wrac'hell kwa

– Ha dindan, petra vije lakeet ?

Ah ! D'ar mar(e)-se vije laket vagod 'è, pugur oa kemed se da lakad…

– Vagod dindan vogod

Vagod dindan vagod, ya. Ah nann, goude paletennou zo deut divêtoc'h, med boñ d'ar mar(e)-se oa ket, oa ket kont deus paletennou 'ha ! D'ar mar(e)-se oa keme(d)… Med gwir é pé vïent derc'het mad vije laket diw wech ar bla a-peu-prè tammou traou ene, ar re-he chome, chome mad kwa !

– Ha charr anê neuse, ar re-se oa charreet gan an trakteur hag ar c'harr pe oa charreet gan keseg ?

Gan keseg ba'r mar(e)-se hag ar c'harr-koat ! Oh ya ! Oh me meus ket joñj pe-sort bla oa just 'benn oa bet ur, ur c'harr roujou-kaoutchou vije gwraet deus se, med d'ar mar(e)-se vije gwraet toud gan ar c'harr kozh kwa, ar c'harr roujou-houarn ahe

– Ha da lakad ped vogodenn ba'r c'harr mod-se ?

N'oun ket kat da lar dit just, med 'benn vije laket hanter-kant barzh, 'benn-neu'n vije gwraet… Feñ, pezh oa, amañ ma zad na bet disket 'ha(n)on d'o(be)r ar vagod ha mim reemp ket traou vije gwraet vagod-kempenn, bet disket d'o(be)r… Matre'n oamp ket deuh ar vounnissañ toud, med ar pezh vije gwraet vije gwraet mad ha braw da, braw da glosou kwa !

– Ya, kempenn deus an dow benn, vije ket ur pezh begenn hag a vé laket digor e ?

Ah nann ! N'omp ket bet disket d'o(be)r ar mod-se ! En mod e-bed ! Ah nann nann nann ! Hag an trojennou vije tennet maes a-peu-prè toud, vije ket miret, kar 'hend-ell beñ vije dern ha' vïent ket pell lak un toull(ad) trojou barzh ha se ree ur pezh vagodenn duzhtu ha pounner ! Kichenn… Ah nann nann nann, vijent trïet 'n-or lak anê ba'r steud dija vïent, vïent ingalet kwa ! Mem lake 'nê prop ha goud(e) ga(v)es 'nê prop 'vi(d) eren 'nê kwa !

– Vije kemed briñsou toud barzh ?

Ha vije kemed briñ[sou]… Ah nann nann, ahe vich(e) ket red kaoud emm da, d'o(be)r mann e-bed 'hend-ell

– Hag o(be)r ur bern koat i'e, se vé disket da skoulmañ 'nê dê da chom, ur bern koat gand pemp mil a ra un tamm mat a hed deeñ !

Ya, med red é dit da gaoud teir, teir… Se na un hano, med n'on ket kat da lar dit an hano deus se ha se oa gwraet. Se meus delc'het choñj (a)boe ! Telc'h ur joñj mat ! Med boñ… Petra ri ?

– Ya, ar mod-se oa

Mod-se oa kont ha toud an dud vije kontan !

23/12/2015

Bet ma bet debet youd-arsiled

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet assames ga Jean Lecoulant barzh Kleden ba-ti G.. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
Jean
G.



– Ha pe-sort bar(a) vije gwraet amañ ?

Gwinizh

– Gwinizh ?

Oh ya, oh ya

– Oa kime(d) gwinizh ?

Oh ya

– Bar(a) segal vij(e) ket gwraet ?

Oh nann, nann

Ha bar(a) gwenn oa ?

Nann… Youd-arsiled vise gwraet, ya

– Youd-arsiled, ya

Ya, youd-kerc'h

Ha vis(e) lak(et) ar chidouren ba-kreis an daol ?

Me meus ket anêt an dra-s(e) aha(n)on 'è. Nann, med gwel(e)t meus 'h o(be)r, ar wech-ell ma gwel(e)t an dra-s(e), oant chom(et) da zibiñ, oa toud an dud en-dro d'ar chidouron 'tebo ga ur volennad chistr aha ! Ha lak(et) un tamm amann ba'r c'hreis ar mo(d)-s(e) hag a dramper ba'r ragou (???) toud an dud

– Ha gwraet an toull…

Ha oan deut d'ar gêr, oh matre'n oan pemp pe c'hwec'h la, ma goullet ziga mé mamm :

« Med blam betra oa-hè 'h o(be)r ar mo(d)-s(e) ? »

Haha ! Ah ya, « blam betra » ya … Ma ket bet gwel(et) kwa heñ ! Bet ma bet debet youd-arsiled, mé mamm ree youd-arsiled ba un tamm chidouron vi(he)n, med vis(e), vis(e) lak(et) ar chid(ou)ronad war an daol ha ur plad dé beb-hañi ma peus c'hoant. Med an dra-s(e) ma ket bet gwel(e)t 'h o(be)r 'è.

– Me depand a ree deus an dud, ya. Lod, lod neus lar(e)t memes-mod 'veldit-te 'e « vij(e) ket gwraet ba'r gêr » kwa, med lod-all a ree 'e !

Ya, ya

– Ha toud en-dro d'ar chidouren ha gwraet an toull ba'r c'hreis ha lak(et) amann barzh ha…

Ya, ya

– Ha chikan !

Med an dra-s(e) oa ar mod kozh !

– Ar mod kozh, ya

Med ur mod kozh ha(g a) oa… Raog ar bresel heñ, raog ar bresel, kar holala ! Me meus klêt mé dad lar(ed) an dra-s(e) izhpenn ur wech è. Ha n'é ket, n'é ket ur chidouron vi(he)n vis(e) heñ ! Ur pofèrad youd-arsil(ed) !

– Ya, ya

Med ba'r feurmachou d'ar mar(e)-s(e) oa matre'n pe(va)r, pemp, c'hwec'h tèn (o) labour(a)d 'vi(d) o boued heñ ! Galouperien kwa heñ, ah(e) gis-s(e)… bah hehe !

– Pe-sort mod a ree ar youd neuhe ? Ba'r… War an oaled oa sur, med lod a ree ar mo(d)-s(e) : lakad glow ba-dindan ha glow war-horr(e)

Ya ma'hat med… Mé mamm meus gwel(e)t 'h o(be)r ba'r chidouron vi(he)n, med vich(e) ket lak(et) mann war-horr(e) heñ. Nann, nann

– Oa an tan dindan kwa

Touilh 'naoñ 'n-or… Tamm-ha-tamm…

– 'Vid tommañ an traou kwa

Voilà, 'vid 'h ampech 'naoñ da, da stagañ ba'r foñs kwa. Derc'hen 'nèoñ ar mo(d)-s(e) hag…

– Nann, med mod-all 'vid tommañ 'naoñ, vich(e) ket lak(et), vije ket lak(et) kim(ed) an tan ba-dindan kwa

Nann…

– Laket war an treber, ya !

Ba-dindan ! Ba-dindan ! Pass war-horr(e), meus ket gwel(e)t 'h o(be)r heñ. Nann, nann

– Ha sort e-bed vije gwraet ar mod-se ?

Par contre, un dra meus gwel(e)t mé mamm 'h o(be)r ur wech : Pé vis(e) lah(et) ar pi-moc'h vise gwraet paté kwa heñ ! Hag an dra-s(e) ba, fourmaj 'vel vïe lar(e)t gwech-ell, vis(e) lak(et) war an tan 'è ha derc'het tan, of douss heñ ! Ha lak, ahe meus gwel(e)t lak(ad) war-horr(e) un tamm, ya

– Ah ! Barzh ur girin oa laket barzh matresse, n'é ket ?

Matre'n, n'ounn ket (a)ha(n)on ! Med, med war-gorr(e) ar gol(o) meus gwel(et) mé mamm lak(a)d glow war-horr(e) 'vid derc'hen tommoc'h, pfof, derc'h(en) an dra-s(e) homogène 'vel vé lar(e)t 'è kwa heñ ! Derc'h, derc'h an tan…

– Tomm partoud kwa

A-peu-prè, a-peu-prè égal kwa heñ. Voilà, an dra-s(e) meus gwel(e)t, med ga'r youd meus ket gwel(e)t 'h o(be)r 'ha !

17/12/2015

Katar, low-penn ha low-korv

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plonee gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h.

(Chom a ra tammou traou laket (???), n'oun ket deut da gompren, laret din-me neuhe mar oc'h gouest da gompren pezh lar houmañ)



– Gwech-ell oa low ga'n dud ?

Ya

– C'hwi peus bet low ?

Ya, gast ! Me meus bet choñj douzh an dra-he

– Ha pe-sort mod vijent tennet-kuit ?

Gast ! Pe-sort mod dija ? Mallezh 'n Doue ! Bremañ meus ankoueet, wechou ankoueon !

– Ya, med kalz low vis(e) ga'n dud ?

Low ?

– Ya

Oh ! N'eus ket gast ! Me meus ket bet low 'ha(n)on !

– Peus ket bet low ?

Nann ! Nag a, ma c'hoar din neus bet low-korv ha me meus ket bet !

– Ah ya

Ah ni neump ket bet low ! Na ne ba ma benn na nitra ! Ni yee da dal-kichenn ar stêr ga mé mamm hag vïe dour-sañwon, pugur ne sufi ket hag vïe ledet an dilhad war ar geot (???) ahe gis-se, sec'het ba tal-kichenn ar stêr pé vijent gwelc'het ha vïemp gwelc'het-toud ! Ha gwelc'het hon fenn domp ha toud !

– Ah ya, vis(e) ket re… Med deus ar gouañw, pe-sort mod vis(e) gwraet ?

Ya, ah beñ oah o sec'hañ ba-kreis ur prad

– Ah ya… Ha peus ket bet low ?

Nann, nann nann

– Ha gwelet peus re-ell…

Na katar meus ket bet 'e, goûd a hou'h petra é katar ?

– Ar vugwale na katar, nann ?

Nagn ket, nagn ket ! Heñi e-bed deusoudomp na katar

– Ar re-ell na ?

Nann

– Nann, med ar re-ell peus, ar re oa ba'n tïer-ell nis(e) katar ?

Lod ! Med an dra-he oa dre faota kempenn naon, dre faota ke(m)penn ar vigwale. Ga ma mamm din oa prop gast ! Powr oamp, med nondidïe ! Aketus vïe gad hi bugwale

– Aketus vis(e) deus he bugwale…

Ya 'vat !

– Petra é an dra-s(e) ?

Prop vanke dèi kaoud ! Ha wechou vïemp divisket toud ! Vïe ket lesket 'nèi ur bragou, un tamm bragou ganomp hag a vïemp gwelc'het toud ga(t)i ! Hag mond d'ar gêr, setou ! Chañch hor gwelïou domp ahe toud, toud paotr-powr !

– Med bi oa, bi oa bugwale na ur samm low war'nê

Oh ya ! Lod na low !

– Ah ya

Ha lod, hag ur sort-all oa low neuhe, low-pén ha low-korv, houmañ na low-korv ! Mé c'hoar din na bet, pad ur c'hrogad, low-korv

– Ah ya, ar re-s(e) zo brassoc'h pe… ?

N'eint ket, bihannoc'h ! Bihannoc'h, bihannoc'h, re zo bihen ha ru ahe, ya

C'hwi zo gwelet mad ga'r c'helien-se

– Hañ ?

C'hwi zo gwelet mad gate

– Ha mi zo gwelet mad ga'r c'helien…

Sur é ! Ha me meus lahet 'nèi ahe gast ! Ah me meus bet 'nèi ! Un' neubeutoc'h ! 'Didïe ! Pé vé daw 'h o(be)r vé daw 'h o(be)r 'ha !

Nann, ma re-mañ negn ket bet katar 'nê 'e

– Ah nann, ha katar tàe deus petra neu'n ?

Ar c'hatar ?

– Ya, deus petra tàe an dra-s(e) ?

An dra-he teue (???) dour michañs me oar-me, 'vel dour melen ahe 'tond douzh ar c'hatar, gwel a ret…

– Ah ya, an dra-s(e) oa…

Hag anduriñ ha e(rr)i da grabotañ 'nê, peus kimed soñjal setou ! Ar vugwal(e)

– War ar fass vis(e) katar 'e ?

Ahaha !

– Ah ya

Ahaha !

– Klêt meus tud lared lar vis(e), vis(e) gwelet bugwal(e) ha' na low dindan katar war o benn

Oyow !

– Ar low 'h ee dindan

Ar low dindan !

– Ya, med laret vis(e) lar katar vis(e) blam vis(e) ket maget mad walc'h ar bugwale, nann ?

Oho ! (???) un dra bennaket ahe !

– An dra-s(e), an dra-s(e) oa sin, sin ar viser war'nê, nann ?

Oh ! An dra-he é red lared lar oa ur c'hleñved, 'vel ur c'hleñved bennaket, sempladurezh !

– Ar c'hatar tàe

Ar re-he vanke kalz sraou dê sur walc'h ! Impossubl é, peus kim(ed) soñjal ! Ma, klêt meus re-all lared : « Ah nann ! Me lar se ha é bet c'hoazh, lar ken tomm-all 'vel é bet hag oa deut toud leun boutonou ba hor fass, war partoud ba hor c'horv ha vïemp krabotañ 'nê 'benn (???) bade ket ga'n derbod » Beñ n'ounn ket petra ree an dra-he, an amzer matrehe…

– An amzer sur walc'h, ya

Petram matrehe, 'vid lared matrehe oa le vaccin oa bet 'vid ar bloa passeet 'darr(e)

– Ya, med hezh ra ket efed ar bla-m(añ) hañ !

Gast ! Benn bremañ, benn bremañ michañs é echou gantoñ, petram ahe…

– Ya ya, ya ya

Med lod zo da ve klañw gantoñ

– Ya ya, ya ya

Ga le vaccin de grippe, pugur ped ha ped vakseñ zo barzh ? Ped liquide zo barzh ?

– Ya ya, ya ya… Sur walc'h

Hezh so mad ha fall an tamm lousou, pe an tamm vakseñ, pugur me né c'hoant (ne)med pass o(be)r 'naoñ wechou, pugur me vé klañw gantoñ !

16/12/2015

Parres Lennon

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant deus Lennon bet gwraet ga J. LD gad ur paotr hag ur plac'h ene. Trañkrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- J. LD
Ar paotr
Ar plac'h



Amañ (e)momp chom e 'Nac'h-Gwenn, amañ ba parres Lennon kwa. Ba parres Lennon ha ba ur gêr ha' vé gwraet an 'Nac'h-Gwenn deuhouti kwa. An 'Nac'h-Gwenn é dam, é dam… Ablamour gwech-all e oa ba-lec'h emomp chom amañ, e oa ur manac'hti, ur c'hloardi ha oa eno menac'h gwenn, hag ar manac'h zo ur lodenn, an « Nac'h- » zo ur lodenn, zo ur lodenn deus ar ger manac'h, ar penn divé deus ar ger manac'h ha gwenn a zo gwenn kwa, an dra-he sinifi lar oa bêleien gwenn

– Oa menec'h gwenn

Oa menec'h gwenn é chom amañ gwech-all. Be (e)ma (a)n ti ha lec'h emen chom, ar prospital kwa, petram an ti, ar c'hloardi, hezh é ar c'hloardi kozh !

– Me, é passeal e-kichenn bremaig e gave din e oa ar manec'h kozh a oa

N'é ket, n'é ket ! Ahe, ahe nemed gwech-all ar pezh, ar pezh vé gwraet, me n'ouz(o)n ket pet(r)a vé gwraet brezhoneg deus ar prieur kwa, med ha…

– Ar prïoldi

Ar prïoldi, ya ar prïoldi vïe gwraet deus, deus an ti… Yê d'ar prïoldi ! Ya, med ahe sañset, ahe, med sañset ar mestr ha neuhe ar menec'h chom ba, ba'n ti-se, ba'n ti-se kwa ! Ba'r prïoldi, ba'r prïoldi

– Ar prïol

Ya, ar prïol ya, ar prïol voa chom en ti ha neuhe, ha neuhe ar menac'h oa d'e heul kwa. Memes gwech… Bet (e)n-om re(n)ket ar chapel bremañ zo pemzeg vloa so, voa bet gwraet tammou labouriou en-dro d'ar chapel ha oa bet ka(v)et rest, restamañchou deus beiou, petrame deus mein ha' neus un aer da ve bessou, oa bet bechou gwech-all kwa ! Lec'h é kasimant e(rr)o ar be-se e bered ar menac'h-se

– Ha oa ka(v)et c'hoazh

Ha voa bet kave(t) c'hoazh, ya. Amañ ba Kanton Pleiben, ah ya ! An dra-he, nah oa un drew gwech-all ya

Deus Pleiben

An dra-he oa un drew raog voa deut Lennon da ve parres kwa, an (dr)a-he ree, ree parti deus un drew deus Pleiben kwa hag e houmañ ba-plass, a-raog a gwrae(t) an ilis neuhe, houmañ zo, houmañ voa a-raog, houmañ voa bet sa(v)et kalz raog voa bet sa(v)et an ilis, an ilis parres Lennon 'e kwa heñ ! É dram voa stag deus Pleiben, ma peus c'hoant, ha voa memestra (e)vel ur chapel, un drew. Ya, (e)vel zo, ba Pleiben zo seizh trew kwa, Pleiben zo ur barres vras ha' zo seizh trew ba enni.

Ha neugn ur chapel pep-hini

Pep hini neus e chapel. An otro-person pé ree e gest, heñw gomañs ur wech ba ur bloa(v)ezh war ur plass, ur bloavezh-all ba ur plass-all

– Ar c'hartier

Hag ya… Oh ! Voa ket, añfeñ voa an dra-he un tammig bihen mod-se deus

– Ahe peus ket a gartieriou

Nann, nann ! N'eus ket

– Er peurvuiañ, er peurvrassañ deus ar parrechou lec'h on bet e-barzh…

Ya gwech-all, med neuhe vije ur c'harr sañset gantoñ d'o(be)r e dro ha vije, d'ar mare-se vije kestet id kwa ! Neuhe vije re atô ba'r trew pugur, ur familh... deus un drew, deus ar c'harter

– Hag e Lennon oa ped trew ?

Ba Lennon d'ar mare-se voa, teir chapel zo kwa set(u) an dra-he ree a-peu-prè, an dra-he ree teir drew. Chapel Sa(n)tes-Vaodes zo, ya trameg Plonee, Ploneve ar Faou, go(ude)-se amañ zo diw zo, zo kichenn kêr, zo (a)n eil touch, stag an eil deus heben, eh beñ hini 'Nac'h-Gwenn neuhe yê mignoc'h trameg an tamm trew gorr(e) ar barres, ya ! Trew gorre ar barres kwa ! Laret vé ar gorre hag ar gou(e)leg kwa ! Ar gou(e)leg. Set' ha trew Sant-Nikolas, neuhe ar chapel zo ba'n traoñ, 'ni vise ar (???), 'ni oa (???) 'è ha yê assames ga'r person, ga'n otro-person ha d'o(be)r e gest ba'n traoñ d'ar barres kwa ; en tu deuh ar stêr, voa deut deus un tu deus ar stêr, ar stêr-Aon kwa, pegur ar stêr-Aon, ar stêr-Aon basses kichenn

– Pelec'h (e)mañ ar stêr ?

Tre-kichenn, pemp kant met deuh lec'h oc'h bet, pugur c'hwi ha lar oa bet ba Sant-Nikolas, ma vïeh bet trôet un tammig bihen war an tu-dihou, pezegir pemp kant metr, med an…

– E traoñ deus Sant-Nikolas, chapel Sant-Nikolas

Ya, traoñ deus chapel Sant-Nikolas

15/12/2015

Un tamm kaos da verenn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow la so ba-ti M. deus Skrigneg assames ga ma mamm (deus Plouïe), kaojeet deus un tamm a doud. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
M.
Ma mamm




Te pa gwerzhet da di hañ ?

Me ma gwerzhet ma di benn, oh dow pe tri bla goud(e) ma prenet amañ. Feurm(et) oa 'naoñ, un dèn hag a oa 'h o(be)r ar menaj ba'r skol ahe gis-se, ur chuchuenn ! Na ket pêet, med pad pemp pe c'hwec'h mis… Vijen pêet, goud(e)-se vïen ket pêet kin ha Éric lar din :

« Med gwerzh hezh ! Heus ket emm ! »

Me ga(v)e dïaes gwerzh, hezh a oa, ar re-he oa gwraet ga ma zad-kozh, ma zad, ma gwas na cheukouret 'e

– Gwerzhet é bremañ ?

Oh ya ! Pell zo é gwerzhet… Goud(e)-se ma prenet un oto duzhtu ga lod deus an arc'hant. Amañ…

Med petra neus gwraet dit cheñch ? Oas ket braw ahe ba Kroas-Stefan ?

Ma mab-kàer oa komañset da, da veañ bizarre, oa erruet un tamm feneant walc'h, an tad feneant ha feneant… La déprime quoi, il n'avait pas de force sans doute

Ya, ya. Na ket c'hoant…

« Ahe n'ay ket mad an traou ! Me zo 'hond ahann »

Med, ha bremañ, n'é ket…

Beñ divorset eint, justamant da ! Pé oa aet, pé oa aet d'ar skol da Vrest, ma mab-bihen oa gouèr un tamm bihen oa sur walc'h, kalz memes… Ouïe ket 'n-om…

– Gouèr

« Gouèr » c'est timide

– Ya ya, goûd a hounn

Grede ket a 'n-om zi…

Med plij a ra daoñ klêo

Ya, les mots d'utilité journa[liers] normale quoi dans la conversation. Annie, c'est ça aussi, elle me faisait parler aussi pour, parce que… Ehe ! Boñ, aet oun in galleg (a)darre ! N'ounn ket pevar(e) 'h añw in galleg… Ya ha an dra-he 'n-hin(i) é 'n-(hi)ni vé ar mïañ boan ! Ha hounn(ezh) na disket ur bern traou diwar-lerc'h, med hi zad na, a gaosee alïes brezhoneg toud o-dow, me meus…

« Me meus c'hoant » lar « diskiñ ma brezhoneg » lar

« Ma ! Disk brezhoneg dèi » laron daoñ

Med me meus bet poan, poan pass mïoc'h (e)vid, (e)vid ar re-all 'è 'ha ! Kar me gav din walc'h ma disket an dra-he founnis walc'h

Ya

« 'Tiskiñ galleg ha pet(r)a rey ga'r brezhoneg ? »

« Ma ! Kaoseal 'vel, 'vel vé gwraet ba'r vro amañ ray papred ! » lar…

Il voyait les choses assez bien quand-même

Ya ya

« Me zisko, me gaoseo brezhoneg deuh-ouit ha te gaoseo galleg » na laret, boñ !

Med ar mammou-kozh gaosee brezhoneg ha ni hon-dow gaosee brezhoneg 'è, kuit… Pa, ma mijemp ket c'hoant da… Ha mond a remp in brezhoneg fassilamant, kreis ar galleg

– Ya

Ha surtoud ma vich(e) ket c'hoant da lared, da…

Ya, med boñ…

Ar mod-se a ziske 'nê ha c'hoant da ziskiñ ga'n dra-he, kuriosite !

An dra-he lak anê da ziskiñ founnissoc'h c'hoazh !

Ya, just walc'h !

– Med me n'oun ket interesset ga'r pezh zo ba'r levèriou, ran ket foutr deus an dra-he…

Daw é dit diskiñ ar levèriou (me)mestra !

– Me meus gwraet dija ! Ha n'oun ket interesset ga'r pezh zo barzh, goûd a hounn petra zo barzh, ar pezh a interess aha(n)on a zo pezh vé laret ga 'n dud

Med didoñ ! Lar din neuhe ar pezh heus c'hoant da hoûd ! Me laro dit ar pezh heus c'hoant !

Med ar pezh (e)mout lared ahe !

Ah bon ?

– Just a-walc'h ! Ha vé tapet ur bern traou ! Bern, bern, bern… Mi 'n-em renta kont

Ah ! Hennezh zo 'hond en-dro ! …

– Ya !

Ma ! Oa ket gleet dit…

– Meus ket labour d'o(be)r !

Oa ket gleet dit be laret din-m(e) ! Bremañ me vo gouèr ha kaoseal ga'r machin-te. Ba an troisième âge lar oant deut, oant deut d'enterrojiñ ar re, ar re oa ganet surtoud in brezhoneg ha an dra-he 'n-(hi)ni é ! An dra-he 'n-(hi)ni a interess 'nê ar mïañ, pugur poues-mouezh so, zo ganemp memestra hañ ! Ni meump, ni meump disket, ni oa e(rr)o krennarded deja benn mamp disket ar galleg. Hag c'hoa(r)i kartou oant, set' oa laret dê :

« Allez trouver madame Ruellou là, houzh, houzh a oar ar jeu ! »

– Ha just a-walc'h ! 'Vid ar c'hartou, me ma klêt un' lared ba Plouïe oa ur c'hoa(r)i kartou oa raog oa « c'hoa(r)i merk-ha-tregont » Petar é an dra-he ?

Merk-ha-tregont, an dra-he zo… Klêt meus 'è, med me oa re labouréres ! Me meus ket c'hoarïet kartou, na in brezhoneg, med an dra-he vije gwraet war ar maes, ar merk-ha-tregont 37, set' ur jeu-all é, med memes sistem ga'r belot, kajimant-sur é ! Med an dra-he vije c'hoarïet p(é) oan bugul ha meus ket klêt (ne)med domino ha merk-ha-tregont ! N'ounn ket piw, pe-naos na piw ziske an dra-he, med me meus ket bet disket heñ ! Goud(e)-se ma gwas oa essañ lak aha(n)on da ziskiñ c'hoazh, pugur vije emm un' d'o(be)r, d'o(be)r ar bevar kwa ! Wechou oa pé teuie d'ar yêr, en déplacement oa ba'r sud Finistère ha (e)tre, (e)tre Brest ha Douarnenez ahe, toud an dra-he vije, ba'r sekteur-te vije labouret, mïoc'h labour oa dre-ene, pugur i batroñ oa (e)tresseg ene 'è, (e)tresseg ene vije labouret alïessoc'h… Med ene oa, ene oa brezhoneg c'hoazh hañ ! Goud(e) ar blavechou tr(i)-ugent ha goud(e) hanter-kant ahe, ar besketerien gaosee brezhoneg (e)tree ene !

– Ya

Pet(r)a oan… Ah ya, lared… Te zo ga'r merk-ha-tregont, ah ! Me n'ounn ket 'vid, n'ounn ket 'vid rañsegn 'han(ou)t war an dra-he, me meus ket bet disket ! Goud(e)-se, p(é) oa, pé oa, just walc'h, pé oan dimeet 'è me oa ma-hun, oa ba'r feurm ha vije labour walc'h er-maes ! Ba'r parkeier ha ba'r c'hreier ! Ha goro ar saout ha tout ça ha me mije ket amzer da, d'o(be)r ma… Me renke o(be)r ma labour-gwreg memestra ! Ha' ree 'nê toud deus an noñs a-raog, feriñ… An dra-he vich(e) ket gwraet (ne)med pé vije nessesser 'ha daoñ d'ond da labourad ha d'ar vugwal(e) d'ond d'ar skoul ! Feriñ, gwrïad ha o(be)r stamm ha renk an ti (me)mestra un tamm bihen 'è, un tamm mad memes !

– Ha just a-walc'h, pet(r)a vije gwraet a-raog, añfeñ pet(r)a res-te a-raog ?

Sort e-bed (ne)med labourad dalc'hmad !

– Ya, med pe-sort labour ?

Beñ toud…

Toud !

– Ya, med « toud », pe-sort toud ?

Bihen pa ma zad oa deut, deut klañw d'ar yêr deus an Allemagne, goud(e) oa deut an Alamanted ahe, dre an oad oa lesket, vijent, vijent lachet deus prisonier kentoc'h, oa aet klañw d'ar yêr. Neuhe oa ket eñfirmierésed na nintra na mann e-bed ! Med mamm goñsole 'naoñ hag a chekoure 'naoñ, ar moral kajimant-sur ! Ha set' me 'h ee d'ar, me 'h ee d'o(be)r toud ar labour, kalz deuh ar labour ba'r parkeier ha en-dro d'ar loned ha ma mamm chome da, war i dro kwa ! Med renket ma diskiñ 'è o(be)r pikurennou

[…]

Kalz, oa ket tïer 'vel so bremañ hañ ! Toud an tïer neve zo gwraet ahe, ar re-he zo gwraet diboe, diboe tr(i)-ugent la ha pemp ha hanter-kant, beked 70 ! An traou 'h ee en-dro, paotr-kaezh ! Oa keme(d)…

– Ha oa sa(v)et tïer ha beb sort traou kwa…

Toud, ya ! An ouvrïerien, ur bern ouvrïerien labourad ba…

Kresk oa an dud, emm oa…

Pikerien-vein ha neuhe…

– Ar piker-mein ya

Ar piker-mein bras oa ahe gis-se : Louara… Non… Si… C'était Louara

Matresse ya

Te heus ket, te heus ket joñj deus an dra-he ?

Nann

Ahe oa re-glañw hag oa ar sana oa dreñw ahe 'è !

Ya

Hag ar bikerien-vein, ni vije meur a, leun an hent ga an aprantïed pikerien-vein, lared din-me…

« Te ga(v)o ur piker-mein ahe, ur piker-men ahe ! » Oa laret din…

Me ga(v)e din oan ket 'hond ga ur piker-men ma'hat ! Me, me oa choñj o(be)r ur bern traou deus ma buhe ! An dra-he inerve 'ha(n)on 'ha pé vije laret din mije ka(v)et ur piker-men pe un dra mod-se ba'r vro 'è

– Jean-Marie lar an dra-he, oa kalz pikerien, pikerien-mein raog ya

Ah Jean-Marie oa, ma'hat na ket piket kalz (a) vein memestra ! Hezh gont ur bern traou, med heñ na disket an dra-he (a)boe… Pé 'h een da jilou 'naoñ, oh ! D(a) zigentañ oa ur chuchuenn 'ha ! Oh, nul 'ha da gontañ ! Med gwellaad, ba'r skol é bet ma'hat hañ ! Gwellaad a ree ! P(é) oan bet ba, ba ur fet ba Gourin du-he ha felissitet ma 'naoñ ! :

« Ah te zo bet ba'r skol (a)boe (e)mout c'hoa(r)i ahe sur walc'h ! » A laren daoñ, « bremañ, bremañ teu da jeu ganes 'ha ! »

Gwir ! Boufonerezh vije gantoñ, med ar wirione vije 'e, med heñ neus ket, heñ neus ket bevet toud ar pezh a lar hañ ! Heñ neus klêt ar re-all kontañ daoñ

– Ur c'honter é

Heñ ?

– Ur c'honter é benn ar fin…

Ya, ur c'honter é, ya… Ur bann'h kafe ho c'hoazh Yvette ?

Ya, ma zo un tamm bihen tommoc'h

Ya, me é red da lak 'naoñ da dommañ, tomm é, hemañ zo klouar en-dro, med meus ket ka(v)et 'naoñ tomm 'è ! Me lakey 'naoñ ba'r gastelor(e)nn !

– Ha ya, an dra-he peus klêt 'e, petra oa ur goutig ?

Un numéro

– Hum ?

Un numéro

Ur goutig ?

– Ya

« Houzh zo ur goutig 'ha ! »

Ya ?

Me n'onn ket petar é, med n'é ket, n'é ket mad hañ !

Nann

« Houzh zo ur goutig 'ha ! Ur gafantenn pe… » elle peut être…

Un' ha' ra troiou-fall ahe

'Hall a ra beañ ur loupon ! Hall a ra beañ ur plac'h digourdi, ya kalz a draou

– Ur loupen ?

Oui ! Of…

– Petar é ur loupen ? Gwelloc'h goull bremañ petramant damai(g) vo sterd din-me goûd…

Oh ben ! C'est tout ce qu'on veut sauf du bien hein ! Ça peut être dans l'autre sens aussi, être débrouillarde aussi

– Loupen ?


Ur goutig !

Ur goutig ?

– Goutig ?

Un' ha' oar 'n-om zemerd(añ) !

Ya ! Par la tête ou par le derrière, par les deux et tous les bouts sont bons ! Si ! C'est dans ce sens-là

– Opportuniste, un peu quoi…

Moi j'sais pas trop qu'est-ce c'est « opportuniste », faut que tu me fasses… Opportuniste, bon partout tu veux dire ?

– Ben non, mais prêt à prendre tout quoi, prêt à aller partout où il faut…

Oh ouais ! Un peu…

– Partout où c'est bon pour lui quoi

Oh ! C'était, c'était surtout féminin
ur goutig

Ya, ur goutig

– Pour une femme plutôt quoi

Ha ur plac'h digourdi

C'est quelqu'un dont il faudrait un peu se méfier, dans ce sens-là

– D'accord

Dans tous les, après dans tous les, dans tous les sens après elle est capable de faire des, de jouer des tours dans tous les sens


Ya, ya din-me 'è

14/12/2015

Kofou, rèriou ha pennou tud

Salud dec'h en-dro,

Fenos vo laket un eil añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ar wech-mañ, ga P-M. ba Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha pet(r)a vise laret deus an heñi na loned treut ? « Moien oa da wel Paris treus ar veuc'h »

An dra-he meus ket bet klêt

– Ken treut oa

Ah ya, « hij, hij a refe ga'n a(v)el » an dra-he meus bet klêt 'e

– Hij a refe ga'n a(v)el

Ya

– Deus an dud zo moien da lar se 'è ?

Ya, 'vel « treut-treut » ya

– Treut 'vel pet(r)a ?

Treut-ki !

– Ha tew 'vel pet(r)a ?

An dra-he, an heñi vis(e), an heñi na ur penn, ur penn-c'hweet ahe his-se hag ur penn bras vé laret né ur penn-youd, vïe gwraet deusoutoñ

– Ur penn-youd…

Ya

– C'hweet ha bras

Ya

– Ha 'n heñi na ur pezh kov neu'n ?

Ah beñ, memes-mod deus, laret…

– Kov-youd 'è ?

Un tamm kov-youd 'e, ya

– Ha deus ur plac'h ha' na ur pezh rèr neu'n ? Vé ket lar(et) ur rèr-youd memestra !

Ah nann ! Ah nann, vïe ket laret ur… Oh ! Alïes vïe laret : « Hounn' neus ur rèr-dru »

– Ur rèr-dru

Ya

– Ha deus ur lon ?

Oh beñ, n'ouzon ket pe-naos 'e, an dra-he vije : « Heñ neus ur rèr-gaoc'h » vis(e) laret 'e

– Ur rèr-gaoc'h ?

Ya

– « Pourquoi » ?

Un type qui se débrouillait pas bien quoi !

– « Ah ouais » Un dèn divêt un tamm ?


Un tamm bihen, ya

– Deus an heñi n'é ket gouest dé, dé labourad pe… ?

Nann, errue ket mad an traou gantoñ kwa ha vé diwar-lerc'h dalc'hmad hag pass, pass prim ba e labour na…

– Pass prim ba e labour…

Pass prim ba e labour, nann ! Laret vé, « un dèn divêt » vïe laret 'e

– Ah, un dèn divêt n'é ket un dèn ha' vank un tamm daoñ ?

Eo ! An dra-he zo 'e, ya

– An dra-s(e) zo 'è ?

Ya ya

– N'é ket memes hañi tre ?

Nann, pass tre, med héñvel walc'h é ma'keres, med… Ya

– Med un dèn divêt a meus klêt « hezh, hezh n'o ket goullet 'zigantoñ pé n'eus ket ràet daoñ »

Ah nonn 'ha ! Heñ n'o ket goullet 'zigantoñ

– Ah, an dra-s(e) peus bet klêt 'è ?

Ya

– Ha pet(r)a vé, zo moien dé lared deus un dèn ar mod-se c'hoazh ?

Hañ ! N'ouzon ket pet(r)a lared deus un dèn… Ah eo ! Hezh, « hezh zo ganet goude hanternos », petram « ganet deus fin ar si(zhu)n », fin ar su(zhu)n kwa

– Med, bi oa familhou ga tud ar mod-s(e) ? Ha vis(e) kalz bugwal(e) ar mod-s(e)

Ya

– Ha deus pet(r)a zigouee traou ar mod-se ?

Deus… An dra-he zigouee un tamm deus, deuh ar ouenn deus an dud 'e kwa !

– Ha vis(e) ket laret, wechou, pé 'h ee dow, dow ginder da zimeiñ (a)ssames ? Tud deus memes familh, nann ?

Ah ! Nann

– An dra-s(e) ne zigouee ket ba amañ (e)vid delc'hen an traou ba'r familh ?

Meus ket gwelet !

– Peus ket gwelet…

Nann, med dre-amañ oa ket kalz tud penvidig 'è hañ ! Ba'r gêr d'an nec'h ahe his-se oa re, ar re-h(e) oa, ar re-h(e) oa tud penvidig 'e ha…

– Tud us ar re-ell ?

« Ar re na mignoc'h leve » vise laret, ar re, ar re na traou kwa !

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus tud ar mod-se ? Juloded ?

Re juloded, petra… Un heñi, « un heñi tok-hir » vïe gwraet deusoute 'e

– An heñi tok-hir ?

Ya, an heñi tok-hir, ya

– Blam bet(r)a vis(e) laret se ?

Daon laret, dram oa un dèn bras kwa !

– Bras… Penvidig neu'n ?

Ya, penvidig ya, penvidig ya

– Ar reñ-s(e) vis(e) gwelet fall ga'r re-ell ? An dud 'n-om veske ?

Oh ya ! Dre-amañ, ar re benvidig oa oa… Eo ! Ba, ba Kergadïou ahe his-se oa 'e, med ar re-he vise labourad assam(e)s ganomp mem[estra]…

– Ar reñ-s(e) ouïe labourad memestra ?

Ah ya ya ya !

– Ar reñ-s(e) 'n-om lake ba'r labour ?

Ah ya ! Ba ar labour vijent 'e

– Ah ya…

Med alïes vije mevelien gate hag metichen vije 'e, merc'hed vije gate

– Ya, med ar reñ-s(e), ga piw zimee ar vugwal(e) ? Ga tud 'veldê… Pass ga tud…

Mond a ran da gontañ istor unan deusoute ba kêr ahe ha' oa ur plac'h yowank terrubl oa'i 'e

– Terrubl ?

Ya, terrubl ya ha ur plac'h yowank koant hag amïabl hag… Ha oa bet tud, tud penvidig oa bet 'talamprediñ 'nèi kwa, med n'ounn ket da berag na pe-naos, goud(e) é bet dimeet gad an hini oa bet mevel ba, ba'n ti, ga'r mevel

– Ah ya… Med laret vis(e) alïes d'ar vugwal(e) pass sell deus ar re benvidig, nann ?

Oh ! Pass…

– Pé 'h eeh d'ar bal, vis(e) ket laret doc'h chom… ?

Ah ya ! An dra-he vije laret, houzoh walc'h : Chom ba e reñk

– Beb-heñi renke chom ba e reñk

Beb-heñi, ya. Ur wech, meus choñj oa, oa un eureud ar mod-se, un dime ba Plouïe ha me oa ene just selled war bord ar sal-dañs kwa ! Ha oa deus Berrien oa tud, vijent lared, set' un' na laret d'an heñi-all, meus choñj papred :

« Te weles ket ! » Lar, « hemañ zo toullet, zo o tañsal ga, ga houmañ zo ahe, weles ket, ya ? »

« Ah ya ! Med, » lar an heñi-all daoñ, « 'Ma ket ba e reñk ! » A lar

– Ar reñ-s(e) oa braw dê, ar reñ-s(e) oa gwraet o bragou dê raog o rèr ?

Ar re-he oa gwraet o bragou dê a-raog o rèr, ya

– Ha klêt meus un dra-ell : « Houzh oa braw dèi, houzh oa gwraet he vri dèi raog he fass », an dra-s(e) peus bet klêt ?

Ya, an dra-he meus bet klêt 'e, ya

– 'Vid lared ar memes tra ?

Ya ya, 'vid lared ar memes tra, ya

Chapel Trinivel ha Pardon Koat-Keo

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga M-L. Groix (RKB) ga S. deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Komzet peus din Suzanne deus ur chapel, deus ar chapeliou, chapeliou zo bet adsavet, adkempennet amañ ba'r vro

Ah ya ! Ya ya, chapel Trinivel, houzh oa koueet ba hi voulled hag…

– Pell zo ?

Oh ya ma'hat ! Dibowe les années 60 ma'hat na, na tôenn e-bed kin kwa heñ ! Ur gweñ oa 'tiwan e-barzh hag… Ya ya, oa koueet kwa heñ ! Setu, ur mab-kàer meus ha hezh a zo trôet evid ober an traou, an traou gozh ar mod-se blij daoñ kwa heñ ! Setu oa Mr. Meyer a vez gwraet deusontoñ ha hezh so deus Kastell-Mezedern, med barzh Plougoun ahe gis-se, en-doa bet passeet dre-ahe hag en-doa gwelet ar chapel-te. Setu bremañ ma mab-kàer oa bet 'n-om lakeet un obolassïon gantoñ hag a deus bet gwraet une association ha da-heul an dra-he neuhe ha omp bet komañset d'ober labouriou ba'h ar chapel. Da zigentañ oa bet renket tennañ ar loustoni kuit ha tennañ ar… Petra a vïe gwraet… Ar gweñ oa diwanet e-barzh, an iliaw oa partoud, oa bet komañset da denn an dra-he hag oamp bet komañset neuhe d'o(be)r ur fest-nos barzh kêr, barzh Trinivel, ba'h un hangar ahe ha bremañ neuhe reomp koan ! Ha vije gwraet cochon grillé ha Le Cochon de Bretagne oa bet chikour aha(no)mp neuhe, da zond da sikour 'ha(no)mp 'è hag an ameseien tro-war-dro hag a vije tud neuhe ba'r fest-nos ! Laket vije an dud da bêo, pemp kant lur, oa ket re, ya… Ha gad an dra-he neuhe, gad an arc'hant-trésorerie mod-se memp ket komañset da-neuhe da 'n-om zibrouilhiñ ha da gaoud subvañsionou deuh ar c'hoñseilh jeneral, deuh an tu-m(añ) ha deuh an tu-(ho)nt kwa heñ ! Ha beñ c'hwec'h la omp bet padet memestra, meump gwraet ar chapel en he vezh hag ur chapel gàer é bremañ ! Ah ya ! Ya ya

– Hag a heñvel é deus pezh oa gwech-all pe, pe pezh oa a-raog ?

Ar chapel so gwraet héñvel deus ma oa !

– Ah ya

Ah ya ! Ya ya, héñvel a oa, heñ na bet poltrejou deus ma oa ar chapel a-raog hag é gwraet evel ma oa ! Hag sa(v)et ga mein deus oa koueet 'n o voulled ene ha gad ra(w), ar pezh, ar pezh ma reont neuhe, n'é ket… N'eus tamm siman (e-)bed 'n-dro dèi !

– Ah nann

Nann, nann nann ! Hag an dôenn zo gwraet 'è ga mein Saint-Cadou ahe gis-se ! Gad, neus gwraet mein…

– Mein kàer

Mein kàer kwa ! Ya

– Ya ha pe-goulz vé ar pardon ?

Sul kentañ mis even, med boñ pad… En 2006 mamp gwraet ar pardon kentañ hag oa ar bannielou deus ar parrochou war-dro hag oant deut. Ah, med un devezh braw oa bet hag un devezh kàer ha oa bet tud pitoiabl ! Braw, braw-tre oa bet kwa ! Ya, hag ar re-he neuhe ree hom lein, ya ha vije gwraet lein neuhe da… Vije gwraet ur ragou neuhe, me ree ha ree 'naoñ ahe gis-se hag a vije gwraet ur lein neuhe an de-se kwa heñ ! Ya. Med bremañ é echu ar jeu ! Añfin echu n'é ket, kar an overenn vez 'taw, med ramp ket pardon e-bed kin kwa heñ !

– Ah

Nann, nann, nann, eno l'association ma-keres so plus ou moins dissoute, med un overenn a vez 'taw kwa heñ !

– Ah ya

Ha vez gwraet neuhe, un aperitif kwa a vez gwraet neuhe goud(e), ya, ya ya. Med ar chapel zo 'n hi saw hag an dra-he zo restituet bremañ neuhe d'ar vro 'è kwa heñ ! Ya ha kàer, kàer é kwa ! Ya. Med mod-all, me meus ur chapel-all neuhe barzh Skrigneg 'è kwa hag a ran parti deuh ar re zo a 'n-om okupiñ deusouti 'è kwa é Koat-Keo ! Hag ene vé ar pardon neuhe ar bemzeg (a) vis-eost, beb pla ! Ha hezh so ur pardon 'ha hag a zo 'bowe pell zo 'è, med hezh a zelc'h 'taw !

– Ah ya

Ya ya ! Ha bremañ, ar bla-mañ surtoud meump bet ka(v)et des bénévoles 'vel vé laret, kalz yowankoc'h, da zond da sikour 'ha(no)mp, setu bremañ 'h é partïet adarre ! Ya hag ar chapel-te a oa bet hadgwraet ga L'abbé Perrot en 19… Euh mil naw-c'hant seizh ha tregont

– Ah ya

Ya, ya, hezh so ur chapel vraw neuhe hag a (e)mañ pell deus partoud 'è, pugur (e)ma pemp kilometr deuh ar bourk ! Setu a ra deg ahann, pugur (e)ma ba an tu-all deus Skrigneg

– Ah ya

Ya, med ahe gis-se neuhe a vez des costumés ganemp goude lein, ya. An overenn vé deuh ar mintin hag vé lein goude hag tro dow-c'hant den mennaket, tro dow-c'hant mennaket oant, na debret o lein ar bla-mañ. Ha goud(e) neuhe vé mer(e)nn : krampouzh, kafe pe chokolad pe te 'è, an (hi)ni é ar pezh 'n (hi)ni o c'hoant dê hag an dra-he vez da, goud(e) ar gouspirou deus teir eur hanter peu-prè da beked c'hwec'h eur hanter, seizh eur. Ha goud(e) neuhe a vez lakeet koan, pugur ur pezh chapito a vez war ar park kwa heñ ! Hag a lein neuhe oa gwraet ar bla-mañ, ar bla-mañ é ur breu(r) da 'n (hi)ni oa kiger amañ raog ha' na gwraet ar roast hag les bénévoles deus amañ neuhe ha mamp gwraet ar mod-all neuhe, ar pezh oa d'ober kwa heñ ! Ya, ya ya !

13/12/2015

Devechou hir, laosk, sterd...

Salud dec'h en-dro,

Fenos vo laket un eil anrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plouïe ga P-M.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– 'H añw da houll traou 'ziganoc'h diwar-benn ar labour

Ya

– Ma, ma zigouee tud pé oah ba'r labour gwech-ell ba'r park, pe troc'hiñ ed, pe tud deus ar familh dé zirenk an dud ha torr… « Je ne sais pas comment on dit, elle faisait arrêter le… »

Arret, arret ar labour

– Ya, pet(r)a zo moien dé lared, pet(r)a neus gwraet ar reñ-se din ? « Pour dire, ils m'ont cassé mon rythme, ou ma journée ou… »

« Torr ar lañs » vije laret 'e

– Ah, ar reñ-s(e) neus torret ar lañs

Torret ar lañs, ya, c'est-à-dire la lancée quoi, si tu veux

– Et, si on a fait une petite journée pénard aujourd'hui ? Un tamm devezh pe-sort mod meus gwraet ?

Un devezh laosk

– Un devezh didorr, an dra-s(e) zo moien ?

Just walc'h

– Didorr é ?

Didorr, ya, ya

– Hag ar c'hontrel zo pet(r)a neu'n ?

Ah ! Un devezh sterd, un devezh… Un devezh poegnus, un devezh…

– « Fenos zo chechet war… » War pet(r)a ?

Ene vé chechet war da gorf

– Ene vé chechet war ar jujou, pe stenn d'ar jujou ?

Ya, « stenn war ar jujou » ya

– Ha moien zo da lared traou-ell ?

« Heñ né ket amzer da sell war pe-sort tu (e)ma an a(v)el »

– Ha pa vé ket moien da sevel-kein, pé vé dihan e-bed ?

Oh eo ! Dalc'hmad vije, foutr-penaos vije kont vije, vije ur c'horgnad-putun vije gwraet deus an dra-he

– Ah ya… Papred vis(e) ?

Oh ya, dalc'hmad zo bet !

– Ah ya ?

Forz ba p(e)lec'h a vïe

– Ha vis(e) ket moien dé chech an dra-s(e) 'ziwar'han(o)h ?

Eo ! A-wechou vije, ur c'horgnad-putun berr vije kwa

– Ah ! Ur c'horgnad-putun berr

Ya

– Ha piw gomandè ?

Beñ, mestr, mestr an ti kwa, ma-keres

– « Ah ouais » ha red vis(e) plegañ ?

Ya

– Ha bi oa re ha' oa kaletoc'h (e)vi(d) ar re-ell ?

Ah ya daon 'ha ! Alïes ba'r feurmou bras vije, vije stertoc'h dalc'hmad 'vid ba'r feurmou krenn hag ar feurmou bihen !

– Ah ya

Ba'r feurmou bras ahe vije dit devechou, devechou hir ha devechou sterd hañ !

– « Devechou kozh » vé laret 'e ?

Devechou kozh 'e, ya

– « Fenos meus tap(et) un devezh kozh » meus klêt ba Lokmarïa

Ya, ya, ya ya ! An dra-he vije laret 'e, ya

– « Ah ouais », ar re gomandè labourè 'e ?

Oh !! Ya… Oh ya, kasi toud ree un dra mennaket, med gwel a ret ba partoud pe-naos vïe kont kwa, dig-eñw vïe un troc'had tud ba un takad, dig-eñw vïe un troc'had ba un tu-all pe, pe matrehe oa, pé teue an abard'hê a-wechou, pé vïe kistïon da sevel plous uhel war ar bern vïe daw kaoud tud ha' nise nerzh hag tud kreñw kwa ! Oh ya, deus an dra-he 'ha ! Ar re-s(e) vise 'e 'voueta, 'voueta 'r mekanik ha vije laret dê alïes : Mond ingal, prim ; pass mond feuls kwa ba, ba'r labour kwa !

– Ha wechou pé vis(e) tud ha' oa feneantoc'h (e)vi(d) ar re-ell neu'n, pet(r)a vis(e) laret dê ?

Ah ya gast paotr ! « Hezh gav aes, gwelloc'h daoñ troiñ ar c'hazh war-boues e lost »

– « Hezh gav aes troiñ ar c'hazh war-boues e lost » ?

War-boues e lost, ya

– Ha pet(r)a vis(e) laret dê d'hond war-raog goud(e)-se ?

Pet(r)a vise laret dê mond war-raog ? Beñ…

– Vijent ket leus(k)et dreñw ar re-ell, gwraet vïe, laret vis(e) traou dê memestra ?

Oh ya ! Med laret vïe c'hoazh, be vé tud ha vije chech-dreñw kwa, dalc'hmad ha' vïe laret dê : « Hezh zo finnoc'h (e)vid kaoc'h-louarn, hezh vé chech e rèr gantoñ a-dreñw dalc'hmad »

– Ha hezh nis(e) memes pê hag ar re-ell ?

Beñ ya, pugur pé vije hanter devechou ar mod-se, ar re-he vijent ket pêet, 'houzes a-walc'h

– Ah ya ! Ya ya

Devechou-labour ba'r feurm

– Ha vis(e) ket pê ?

Ah nann

– An dra-s(e) vis(e) traou ràet 'vid kaoud ?

Ya, an dra-he vïe, ahe vije un nebeud kêriou ha' vije, ha' vije assames 'labourad kwa, pé vije un devezh-dornañ ba, ba-ti un', beñ toud toud ar re-all 'h ee, ya

– Ya, med pé 'h ee an dud da zevejata, pé 'h eegn dé skuilh teil pe da 'ho(be)r traou ar mod-se, ase vije chechet war'nê ?

Ah ya !

– As(e) vis(e) gwraet ar muiañ ma hall ?

Ah ya, med vijes ket gouest da lak 'naoñ d'ond mignoc'h 'vid vo gouest d'ober memestra !

– Med vis(e) ket laret : « ar reñ-s(e) zo deberien-kroc'hen pe kignerien-tud » ?

Ah yeo ! Ah yeo ! « Diskroc'hener-tud », ya

– Ah, diskroc'hener-tud

Ya ha be oa c'hoazh, oa bet ur mare, med an dra-he oa, meus ket bet gwelet pad pell, an dra-he oa d'ar mare oan yowank, deus nos vije rôet un tamm gwerzh-putun d'an dud kwa

– Ah ya

Ya

– D'ar re-yowank ?

Ya, d'ar re-yowank, ya

– Ha beb-hañi nis(e) memestra ?

Oh ! Vije ket, me n'ouzon ket pe-naos vise, vise gwraet 'hat ! Med ràet vise un tamm da beb-heñi kwa

– Ha pet(r)a vis(e) prenet ga'r gwerzh-putun ?

Beñ, an dra-he, an dra-he zepante deus an dud da-houde

– Butun ?

Be zo lod ha' brene butun gante ha be zo lod ha' zalc'he 'nê ba, ba o yalc'h da gaoud un nebeud gwenneien kwa

– Ha lod gomañsè ar bern neu'n ?

Lod gomañse ar bern, ya

– Ya, med an dra-s(e) ràe kourach d'an dud 'e…

Ah ya, ah ya sur ! Ah ya

– Goud(e) ne vis(e) ket kalz tra, sur walc'h

Oh nann 'ha ! Oh nann, be vé deg kwenneg, pe(va)r real, alïes 'meus bet, oh pe(va)r real ba neu'n vé rôet un tamm-all, ya

Tapis ar c'hañw

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer barzh Kleden gad ur paotr hag ur plac'h. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet un tamm bihen ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Ar paotr
Ar plac'h



– Ràet vis(e) un hano d'an, ràet vé un hano d'an tap(i)s vé lak(et) war-gorr(e) ar lower ?

Eh ya, ka(si)mant sur, yeo, med meus ket kalz joñj 'e

Ko(s)imant sur na un hano med…

Med bi sur na

Med n'ounn ket pe-sord hano vïe gwraet doc'h an dra-he. Na, ridojeier vis(e) war les piliers…

D'ar mar(e)-s(e) vis(e) gwraet ur chapel ga ridojeier, an dra-he vé ket gwel(e)t kin 'è

Ya ! Simple neu'n

Simple ? Simple

Ya, ba'n tïer neu'n

Ba'n tïer ya

Ah ya !

– Ah ya

Ba'n tïer neu'n vis(e) gwraet, an dra-he vis(e), oh memes, n'eus ket gol bell zo (e)ma c'hoazh ah(e) gis-s(e). 'Vel (???) an drap ha nis(e) gwraet naw pe deg metr. Boñ, nis(e) partïet ijel ahe gis-s(e) hag vis(e) jet(et) ar mo(d)-s(e) ha nis(e) gwraet un dôenn 'e

Ah ya, an dra-he ree ar mod-se kwa heñ

Voilà

Une toiture ar mo(d)-s(e)

D'une pièce, d'une pièce, ma peus c'hoant. Mad vise 'ha.

– An dud 'n-om prestè ar ridojou ? Ha, pe bep ti na e re ?

Oh deus an ilis, deus an ilis tàènt mad hañ !

An dra-s(e) zepand

Bi oa lod ha na

Wechou (???) med… Pass kement-s(e) ma vis(e) moien, ah nann, nann, nann, nann ! Wechou vïent ket digasset d'o(be)r an dôenn.

Le drap mortuaire tàè dalc'hmad deus an ilis 'e

– Ya, med pe-sort hano vé ràet daoñ e brezhoneg ?

Deus pet(r)a ?

Le drap mortuaire, med meus ket soñj deus e hano brezhoneg

– Liñsenn ar marw pe… Nann ?

Le drap mortuaire ? Tapis ar c'hañw kwa.

– Tapis ar c'hañw

Ya

– Ha hezh vé lak(et) wa'r lower ?

Ya

– Tap(i)s ar c'hañw

Hag vïe chet(et) wa'r lower

– Ah ya

Pé vïe lak(et) ba… Kar d'ar mar(e)-te oa ket otoiou, vis(e) lak(et) ba ur wetur, ar charabañ. Oh ya, ya, ya.

Ar charabañ kwa, ya ya

Ya ya

Me meus gwel(e)t memes ba Karais ah(e) gis-s(e) ha ma gwel(e)t tro-walc'h interramañchou ha vis(e) ur wetur ma peus c'hoant hag vis(e) un', peus ket joñj, un' deus 'n ospital da charr 'nèi

Yao

Oh heñw treud 'vel n'ouzon ket petra ha gweled a ran 'naoñ papred

Med alïes vis(e) dow heñ !

Ah, meus ket gwel(e)t. Nann, meus ket gwel(e)t

Med me meus bet gwelet dow

Hag ar jô neu'n vise reñket braw ha laket, ar sternajeier kwa, vije kempennet braw ha boutou ar jô vis(e) siret.

Sir(e)t ga siraj. Oh pass dalc'hmad heñ ! Ar re-he oa des cas rares heñ un tamm !

Beñ n'oun ket 'vid lar(e)d doc'h. Me meus gwel(e)t, med…

– Ar sternajou vis(e) siret 'è ?

Ah ya ! Oh ya !

Ya, ya, oh ar reñ-h(e) vis(e) siret 'ha !

Ah ya ! Ar reñ-h(e) vis(e) ur sternajou-gwetur kwa heñ

– Ya, ya

'N heñi na ur wetur na ur sternajou 'vel-se.

– Ya, ya

Ar re-he 'h ee, an dra-he 'h ee d'n-om heuilh(añ) kwa

Ya ya

06/12/2015

Interview par Radio Kerne

Édit du 11-12-2015 : Les cinq parties sont sous-titrées en français et disponibles ci-dessous

Salut à vous,

Cette fois je m'en vais vous expliquer en français ce que je vais mettre sur cette page. Je vais vous mettre petit à petit l'interview que j'ai faite pour Radio Kerne concernant ce blog, le dico et la langue bretonne en général

À entendre en entier ici :

http://www.radiokerne.bzh/br/gurvan-lozach-diksioner-kreis-breizh-12/

http://www.radiokerne.bzh/br/gurvan-lozach-diksioner-kreis-breizh-22/

L'interview étant en breton j'ai décidé de créer des sous-titres en français afin que tout le monde puisse comprendre, c'est la première fois que je fais ça, j'espère que ça ira.

(Cliquez sur "paramètres" (la roue crantée) pour activer les sous-titres s'ils ne s'affichent pas automatiquement)

Première partie sous-titrée



Deuxième partie sous-titrée



Troisième partie sous-titrée



Quatrième partie sous-titrée



Cinquième partie sous-titrée

04/12/2015

Diskutiñ ba'r fest

Salud dec'h en-dro,

Fenos vo laket un eil añrejistramant bet gwraet ga RKB ar wech-mañ, ba Kallag ga F.. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya, ur vest vije, an dud 'n-om ga(v)e (a)ssames, sell vije dañset, vije kanet, vije c'hoarïet boulou, vije c'hoarïet pale ha neu'n vije un tamm reünïoun vije gwraet 'è da, da gaoseal deus an traou. Pugur goûd a ran, bremañ (e)mañ ar radio, bremañ (e)mañ an televisioñ, bremañ zo kalz a draou ! Memestra zo droed da ziskutiñ (a)ssames un tamm 'è, pep-heñi da lar pezh neus joñjet deus an traou ha sell ar fest la terre oa ve-se 'è heñ ! Toud an traou-se vije, vije passeet goud(e) kreiste (a)ssames mod-se hag pep-heñi ree e gont deus se goude kwa heñ !

A-wechou vije pedet, ya, hinïennou deuh, deuh ma zud ahe gis-se ha teuient d'o(be)r un tamm diskour 'vel vé gwraet un tamm partoud kwa heñ ! Hag ar bla-mañ mamp un tamm amzer 'è, pugur zo ur sal e-kichenn, an heñi no c'hoant da zond 'e 'o diskutet un tamm deus an traou ha neu'n 'o diskutet deus Gaza, deus euh… Pugur zo hinïennou ahe barzh Kareis d'n-om okup deus se. Kalz a draou zo ha' zo barzh penn an dud hag meump c'hoant vefe kaoseet deus se heñ, pugur toud an traou-se zo mad da lak un tamm sklêrijenn war an traou zo en-dro demp hañ ! Pep-heñi lar an traou 'vel a wel 'naoñ ha goud(e) neu'n an dud hall lak an traou da, da voujiñ un tamm kwa heñ ! D'hond, d'hond war-raog… Euh, kalz a draou zo ha…

Ya, ba'r mar(e)-mañ, kaoud a ra din pé vé gwelet an traou, n'eus ket kalz erc'hent mesk an dud ba'r mare-mañ ha sell ar c'hoñvers n'a ket re vad, ma n'a ket mad ar c'hoñvers vé ket gwerzhet kalz a draou ! Ma vé ket gwerzhet kalz a draou beñ vé ket gwraet kalz a draou ha gav diñ é trankiliset an traou ahe gis-se hag a zo emm d'ond war-raog un tamm ! Ha gav diñ 'è, se zo war penn an dud toud pa gontes gand ar re zo labourad, pe (e)magn ouvrïer du-mañ, pe (e)magn 'telc'hen douar, pe (e)magn koñversant petramant foutr-petra… Gav diñ an dud zo, nec'het eint un tamm da wel pe-naos 'h a an traou ha pe-naos 'o da ve ar vugwal(e) ha toud, n'é ket braw ha se vé ket sortïet deuh ar ho(ve)ll ar mod-se hañ !

Med moien zo da ziskutiñ deus toud an traou-se hag ur fet 'vel hom heñi bermet se, ma feus c'hoant heñ ! Sell vé dañset, vé kanet, vé c'hoarïet boulou, memestra zo moien da 'n-om gaoud (a)ssames 'è da zeskutiñ un tamm, da wel an traou ha da, da sklêrijenniñ an traou un tamm. Se ra ket (a) zroug, un tamm sklêrijenn, pep-heñi gav daoñ zigass e sklêrijenn, med kaoud a ra din zo emm memestra da, da ziskutiñ deus se, kar ba'r mar(e)-mañ an erc'hent bras gomand toud hag ar re vé 'tirijiñ du-m(añ) ha du-(ho)nt, a-wechou vegn ket gwelet hañ ! Bremañ vé hinïennou ar mod-se ha vegn, a gav dê eint des ekspèriou ahe, toud ha… Med emm neus ar re zo telc'hen ar labour, 'h o(be)r ar vuhe en-dro dimp, da veañ in kourañ heñ deus pezh a basse, gav diñ

An dour, ar boesson ha frïou tud

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Poullaouen gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ma zad n'ee ket gwech e-bed da c'hoari d'ar bourk gis-s(e) ! N'ee kemed da Doull ar Blei

– Ha an ostaleri-se, -se zo papred ?

An ostaliri-se ?

– Ya

Oh ! N'egzist ket kin ! Olala ! Ah nann, boe, boe 1935 matre'n, oh matre'n raog ! Heñ ee d'an ostaliri-s(e) a-gost, an dra-he, an dra-he zo, oa 'vel 'n ostalirïou zo, oa penn a benn an heñchou dre-as(e) gis-s(e) 'vel ba Dour Kamm oa teir pe bider oast(a)liri ! Dresset oa traou ha' vïe ket gwerzhet (ne)med jistr barzh ha ur bann'h gwin ur wich benneket, pass kalz hañ ! Med vis(e) ket gwerzhet (ne)med jistr barzh enne ! Ha lambig matre'n… Oh ouïon ket, matre'n…

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus un dèn pa vis(e) mew ? Mew un tamm ?

Pé vïe mew un tamm ?

– Ya

« Tommet é da(o)ñ ! »

– Ha gwashoc'h ?

Ha ma vise mew… Mew, mew… Mew, « mew-mig ! »

– Mew-mig

Mew-mig, hezh so… « Oh ! Mew-mig é ! » Petra sinifïe se « mew-mig » ? Mew-marw matre'n, ahahaha… Mew-mig, ya « oh ! Hizh so mew-mig ! »

– 'Vel « mew-dall » ?

« Mew-dall » ya

– Memestra é ?

Ya ya, memes-mod « mew-dall » ya

– Ha « hezh neus tapet… » petra ?

« Heñ neus tapet un taol, taol bazh » vis(e) laret wichou 'è. « Heñ neus tapet un taol, taol heol ! » Taol heol, mes an dra-s(e) vé laret bremañ 'è ! Oh ya, hezh tapet un taol heol, un taol bazh pé gomañse karrigellad vis(e) ha be neus un taol bazh, se zo kaos heñ oa ket kap kin da chom i saw

– Ha « hezh neus tapet ur sac'had » ?

Ah ya, hezh…

– Petra 'hend-ell ?

Ya, ur sac'had zo gantoñ, « ur sac'had zo gantoñ ! » An-hin(i) vis(e) laret, ur sac'had zo gantoñ…

– Ha pet(r)a vis(e) laret pa vis(e) e(rr)o gwal glañw ga, ga'r boesson ?

« Poazh ! Hezh so poazh ga'r boesson »

– Poent é daoñ mond da soñgnal ?

Oh ! Neuhe vïe ket kalz an dud da soñgnal !

– Nann ?

Oh nann, oh nann ! Ar re vé, ar re a eve neu'n « poazh é, oh ! Heñ n'ey ket pell kin ! » vïe laret

– N'ey ket pell kin…

N'ey ket pell kin, med vïent ket kalz da soñgnal !

– Ha pet(r)a vis(e) laret deus un dèn pa, pa nise liw ar… ?

Liw ar boesson ?

– … Liw ar boesson war'naoñ, pet(r)a vis(e) laret ?

Ola ! « Hezh so liw ar boesson war'naoñ » vis(e) laret, « hizh so e(rr)o du »

– Hezh so e(rr)o du

« Hezh so du, heñ neus liw ar boesson ». Ha wichou vise tud hag a bartïe ar mod-se deuh ar yêr d'ond da glask chistr tro, tro-kêr

– Ah ya

Ha vi(s)e laret « aet é war an trimar ». Partïet é d'o(be)r tro, tro kêriou kwa da glask chistr

– Ha bi oa tud ha' kuitee o feurm d'o(be)r, ha' guitee o feurm d'o(be)r an dra-s(e) ?

Ah ya ya ya ya ya ! Ya ya, pé vïent e(rr)o poazh ga'r boesson beñ pé nïent ket kin da evo ba'r gêr vïe red dê mond da glask ba-lec'h vije heñ !

– Ha ma vis(e) toullou ba, ba'r c'hroc'hen ? Bi zo tud ha vé gwelet ha vé toullet o c'hroc'hen ga… Kement ru pe du ha toud o fass, pet(r)a vé laret deus o vri ? O vri vé…

Ah ya, deb eint… N'ouz(o)n ket pe-sort mod, euh « (e)ma e, (e)ma e vri o 'hond da goueo ba e hinou ! » Vé laret

– Oh la vache !

Ahaha ! Deb… Wichou vis(e) laret « deb(e)t é e vri ga'r preñved ! »

– Mais toujours lié à l'alcool quoi ?

Ah oui, ça c'est, ça c'était lié à l'alcool ça, oui, oui et quand il grossissait, y en a qui avaient un gros nez rouge à la fin
« ha e(rr)o é prest da goueo war e hinou ! » Vis(e) laret, oh… Ahaha

– Oh ! Meus ket klêt se gwech e-bed…

Ah nann ?

– Ah nañ-nañ-nann !

Hag wichou vis(e) laret « oh ya ! E(rr)o zo ur vri mouch-goulou daoñ ! » Parce que autrefois on éteignait, éteignait la, les cierges dans l'église là avec un… Un comment ? Un, un chapeau chinois là comme ça, là parce que les cierges étaient hauts alors on les éteignait comme ça, ar mouch-goulou

– Ha ma vis(e) bras e vri ?

Ya ya da-neu'n pé vis(e), ya pé vis(e) bras e vri kwa, benn-neu'n vé laret « e(rr)o zo ur vri mouch-goulou daoñ ! » On pouvait éteindre une lumière avec quoi, comme ça là

– Hend-ell ur vri mouch-goulou zo ur vri, ur fri ar mod-se 'è ?


Ya ya, se se se ya ! Ur vri deform é ya, se se meus bet klêt 'e ya ! Ya ya ya, med ar re vise mew vis(e) laket toud an hanoiou dê heñ ! Maleürusamant hañ ! Ar re-s(e) nis(e) toud an hanoiou braw, ahaha…

– Ya, med an dud a eve kalz memestra er-maes heñ…

Ah ya ! Jistr, med vis(e) kemed jistr !

– … Benn, benn bi mew ga chistr vis(e) red d'ev kalz !

Ya, oh ya ! Me na evet bemde bemde memestra, med d'ar mar(e)-se vis(e) gwraet kalz jistr 'e hañ ! D'ar mar(e)-s(e) oa ur bern avalou, bremañ vé ket gwelet kalz gwe-avalou heñ ! N'eus ket kalz gwe-avalou… Ha bremañ pé vé gwraet ur varrikennad-chistr, amañ vé gwraet ur varrikennad-chistr ha vé jistr da evo pad ar bla ! Ha d'ar mar(e)-s(e) vis(e) gwraet beked naw-deg varrikennad-chistr ba ur feurm, med se zo drol walc'h heñ ! Pé joñjes un tamm lar benn evo deg barrikennad-chistr, 'benn-neu'n vïe red da tud passeal ba'n ti petram da, d'an o(zha)c'h e vis(e) red daoñ evañ mat benn-neu'n memestra heñ !

– Ha an dud 'h ee d'ar park ga'r voutailhad-chistr

Ha ga'r voutailhad-chistr, ma 'h eent teir gwech d'ar park 'h ee teir boutailhad-chistr gante, med evañ reegn deus taol goude c'hoazh ! Bon, se oa ur bern memestra heñ !

– Ya, med ar baotred n'e[vent], d'ar marïou-t(e) n'evegn ket dour, yao ?

Olala ! Dour ?! Oh nann ! Dour oa un ampoueson d'ar mar(e)-se ! Ola ! Faote ket…

– Dour oa un ampoueson ?

Oh ! Me lar se !

– Ah ya

Oh, med oa ket, med… Med an dour oa ket mad d'ar mar(e)-se, kar bremañ zo dour mad ba, bremañ vé laret lar zo nitrat, med d'ar mar(e) oan-me bihen meus ket bet evet dour gwech e-bed pé n'eus ket bet ràet d'evañ dour din d'evo ! An dour oa ket, oa ket mad gwech-ell, pugur ar puñs vis(e) tal an ti. 'Vel amañ oa ur puñs ahe gis-se ba an tu-ell ahe ha oa ur bern… Pe(va)r bern teil oa ahe ha amañ oa dow-ell, beñ toud, pé vis(e) dour 'vel dec'h eh beñ toud ar re-s(e), toud ar re-s(e) a 'n-om sile ba'r puñs hag vije dour-troub(l) hag e me meus choñj, pa oan-me yowank, ma mamm pé 'h ee da denno dour deuh ar puñs oa tre tal an ti lare : « Ah ! Troub(l) é an dour (a)darr(e) vinos ! » Med oa ket dour-ell ha vis(e) red d'ob(e)r ga hezh ha vis(e) gwraet boued ga'n dra-he memestra, med vis(e) ket evet ba'r werenn ha wechou vis(e) laret « lesk 'naoñ da ziloaiiñ ! »

– Ah ya ?

Lesket 'naoñ, da lesken, da lesk ar pri d'ond d'ar lost kwa ! Da lost ar c'hilhorn ha neu'n vise tapet an dour… A-wichou nis(e) liw ar purin

– Ha vis(e) laret « leus(k)en 'n dour da ziloaiañ » ?

Vise lesket 'naoñ da ziloaiiñ, ya

– Da ziloaien ?

Da ziloaiiñ ! Da ziloaiiñ, lesk 'naoñ da ziloaiiñ

– Ya

Med pé vis(e) purin barzh, be vis(e) liw ar c'hafe… Se oa trist memestra !

– Pe-sort mod vis(e) laret « purin » ?

Dour-haw, beñ an dour-haw da 'n-om zil 'è, pugur oa, oa kemed kreier, oa kemed berniou-teil partoud, en-dro d'an ti !

– Ya, med an dour, an dour-haw ne ziloaie ket…

Ha hezh ziloaie ket… Ah nann, hezh ziloaie ket, nann ! Ha, ha vên choñjal wichou, med pe-sort mod a reent neu'n matre'n ? Pe-sort mod reent neu'n pé vis(e) dour ar mod-se… Vis(e) ket, vis(e)… Med dour vis(e), reserv vis(e) dalc'hmad ba'n ti, set' ar mod-se goude tàe un (???) matre'n vis(e) ur c'hilhornad-reserv ha vis(e) ket gwraet kalz tra ga dour (ne)med kafe ha soubenn, vis(e) ket gwraet kalz soubenn, ur pot-au-feu ur wich an amzer pe soubenn gig-sall

– Ah bon ? Vis(e) ket gwraet kalz soubenn ?

Beo ! Soubenn-laezh, soubenn-laezh vis(e) gwraet bemd(e) ! Ha soubenn-rouset

– Ah bon ?

Ha soubenn-rous vé gwraet, med an dra-he vïe gwraet ga dour memestra ! Ha soubenn gis-sall, med soubenn-laezh vise gwraet muoc'h, matre'n blam, blam d'an dour vis(e) ket mad matre'n…

– Ah ya ? Ha soubenn kig-sall ur wech, ur wech ar su(zhu)n ?

Oh ya, peu-prè ya !

– Me meus gwelet tud ha vis(e) gwraet soubenn kig-sall bemde

Bemde soubenn gig-sall ?!

– Ya

Ola ! Se meus ket bet gwelet, gwelet o(be)r ba du-m(añ) gwech e-bed

– Ha soubenn-rouset deuh… Pe-sort…

Soubenn-rouset, ya

– Ur wech ar mi[s], ur wech ar su(zhu)n 'è ?

Oh ya ! A-peu-prè ya, ma zad blije soubenn-rouset daoñ, vis(e) gwraet alïes soubenn-rouset, toud an dud, toud ga(v)e mad soubenn-rouset

02/12/2015

Pater d'ar re-varw

Salud dec'h,

Fenos vo laket un dra neve war ar blog, un tamm pater, pater ar re-varw, bet añrejistret ga Ch. Fer gad ur plac'h deus Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Mais la prière pour les morts, celle-là je sais dire alors pé viche marw an dud

– Ya

A vije, vijent beilhet neuhe

– Ya

Hag euh pad an noñs a vije un' bennañket da lar ar pater. Hag an dra-he (e)mon bet 'h o(be)r assames ga mamm 'è

– Ah ya ?

Ya, pa vije un' bennañket hag vije powr kwa ! Ha mod-all vije red mond da gerc'had an dud d'ar bourk hag a choment pad an noñs 'ta d'o(be)r pater ha lec'h, me 'h ee assames ga mamm mod-se wichou pa vije ameseien hag a vije laret un tamm pater

– Ya, e brezhoneg ?

Ah ya !

– Ha pe-sort mod vis(e) laret neu'n ?

Añrejistrañ res 'naoñ ?

– Euh ya ya, ya ya ya ya

Beñ neuhe pé 'h ee an dud d'ar veilh, ur veilh a vije laret deuh an dra-he hag euh pa 'n-om ga(ve)s, viche laket tal-kichenn an heñi vije marw un tamm beus hag ur bann'h dour ba'h an assïed ha vije gwraet ar mod da vinnigañ 'naoñ kwa hag a jetes war an den marw ha goud(e)-se neuhe, un' a lar un tamm pater. Da zigentañ, meus ar soñj, vije laret pad an noñs, med 'h eer da gerc'had un' deuh ar bourk neuhe hag euh, pugur neuhe vije ket otoiou, 'houzoh walc'h, vije red mond da gerc'had 'nèi gad ur wetur, sell lem e vije ur wetur oa ket barzh kalz a blassou, me meus choñj ma zad 'h ee da gerc'had. Med pé vije red, re bowr vije disket aes da bêo un' da lar ar pater, d'ar re-he vïe red da reiñ un dra bennaket dê

– Ya ya

Sell ma mamm a lare, mod-se un tamm bihen hag chome ket pad an noñs 'ha ! Hag meus choñj deus ur bater a lare :

--------------------
-----------

« En hano an Tad hag ar Mab hag ar Spered-Santel, evel-se bezet gwraet / 'N hon gle (?????) war hon dowlin da bediñ mamm Santel da Zoue ha goulennomp pardon deus hon holl faotou tremenet, pedomp ha suplïomp an Otrou-Doue / Ken evid komañs pediñ gwelomp pe-sort stad ema hon ine ha ma 'ma hon ine n'eus stad a bec'hed, goulennomp pardon digan Jesus, soñjet 'ta (????), soñjet en eternite rag c'hwi zo ive dallet gad an droug 'vel vanite, choñjit a renket mervel ha mond deus ar bed-mañ, pa teuy Doue d'ho kelven 'benn un neubeud amañ / Neuse gan kalz a spont 'h efeh dirag ar barner, (????) deus Doue, gwazh (v)o (a-)se ar perc'hed-se ha setañs a ressefoh, a vuhe pe a varw hag ar stad a 'n-om gefoh da viken a bado / Meulomp, karomp hag adoromp, ha c'hwi tud gwenn ho plew ma peus un tamm furnezh, gwraet pinijenn ar rest deus ho puhe / Meulomp, karomp hag adoromp da veañ Jesus 'n aer, er mour, 'n dour ; ar sakramant d'adoriñ deus an oter, da james, da james oh ma Jesus douss ha mad ha reiñ demp holl beb a varw ha marw é demp holl, peuc'h a vo grass hag ar varnes peb a blass / Peuc'h ha yec'hed ar gompagnunezh d'an anaon, powr ar silvidigezh, peuc'h Doue d'ar re-varw reposet vad, peuc'h Doue d'ar re-vew ha reposet vad d'ar re-varw demp hon-hun pé vefomp marw / Doue da veañ ganemp ha ni da veañ gantoñ 'h in d'an eternite, an Doue hag ar Werc'hes d'ho pardoniñ ha da bardoniñ an oll anaon / Amen »

01/12/2015

'N-om laket d'evañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plonee gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ha omp bet pemp kousked ba hezh. Bihen oa, med ingal oa, pugur oa ket arc'hant da gaoud izhpenn na da bêo tïer-all

– Komañset pa ene neu'n ?

Eh… Ene, ya. Ene on bet, kar…  Me, ma zad, mé dri grouedur ahe ba hezh-all ha ni hon-dow, gou(de)-se ma gwas oa 'n-om laket da ev(añ), heñ na bet, heñ na bet torret e har ha gou(de)-se heñw na les os fragiles ha stagegn ket, torret (a)nê'gn 'n eil gwech ha na les os fragiles, set' stage ket ha go(u)d(e)-se na 'n-om laket d'evañ, pugur oa suprimet… Daoñ nïe pass mond da, da labourad ! Oa'ñw ket gouest d'o(be)r 'e

– Ha neu'n chome dé evañ ba'r gêr ?

Ya, ya, mew bemde !

– Mew bemde…

Ha me a ranke mond da labourad ! Da vagañ ma dri grouedur

– Ha pe-sort oad oah neu'n ?

Oh ! Yowank !

– Yowank ?

Yowank oan

– Komañset na a-bred neu'n ?

Oh ya ! Oh ya ! Teir gwech oa'ñw bet entoksiket, oa'ñw bet kasset, ma kasset 'naoñ da, da Gemper, ha nintra d'o(be)r ! Nintra ! Daw é kaoud bolonte vad !

– Ya, pet(r)a vis(e) gwraet daoñ pé vis(e) kasset dé Gemper ?

Oy ! Deut vïe drol ha mechant, mechant ! Mechant oa'ñw deut da ved !

– Ur boesson mechant na neu'n ?

Mechant, ya… Mechant 'ha paotr-powr, hardi !

– Ha mechant oa'ñw deusoudoc'h ?

Ya, ya !

– Pé oa mew ? Pass 'hend-ell ?

Nann, nann, nann. Nann, ar mod-all vïe ket, med da zigentañ ba'r gomañsamant heñ neus gwraet an ti amañ !

– Ha marw oa'ñw ga'r boesson ?

Ya, marw ga'r boesson

– Da be oad ?

Lar oa dit… Oh oa'ñw ket… 40… 48

– Ah ya… Oa'ñw ket aet da gozh hañ…

Tregont vla so (e)mon ma-hun, hag e-se… Tregont vla so passêt ba le 21 décembre, un' war'n-ugent mis-kerzu

– Ah ya

Hag e-se… Med poan zo ga'n dud, poan zo ga'n dud ! Ho heñi ev ket ?

– Nann, pass beked amañ, med faot ket lar la ne rey ket hañ ! Toud an dud zo gouest da 'n-om lak hañ !

Ya !

– An dra-s(e) zo ur…

An dra-he zo ur c'hleñved ! Ur c'hleñved na ha na 'zhpenn ugent la voilà ! An dra, wechou lak d'an dud traou ba o spered, laket traou ba o spered, goulennont petra ga des malades là ha sertenamant, med hañw pé n'oa'ñw ket gouest da labourad beñ ga 'n-om zeb, ga 'n-om zeb a regn !

– Ga 'n-om zeb a regn ?

Ya, ya, rankent 'n-om zeb, peus kim(ed) soñjal, sell 'n-om lakint d'ev(añ). Pugur ba'r gomañsamant ma heñi oa bet koulz ha forz piw ha 'n-om laket da ev(añ) gou(de)-se, pugur oa laret daoñ pass, ga'r médecine du travail, lar nïe ket labouret kin, pugur na les os fragiles

– Ga 'n-om zeb a reegn hag en-em lakegn da evañ ?

D'eviñ ha 'n-om lakent d'eviñ, ya !

– Ha pet(r)a peus gwraet 'vid ampechañ 'naoñ d'evañ ?

Nintra ! Kasset 'naoñ, kasset 'naoñ da, ar medissined, me helve ar medissin, ur wech oun bet, baden ket gantoñ ha vïe kasset da Gemper, d'an ospital ! Ha vïe mew 'tond d'ar gêr adarr(e), set' pet(r)a vin-me avañsetoc'h ?! An dra-he zo kaoud miser 'vid essêo sevel bugwal(e) ha skoulachañ 'nê !

– Miser skoulachañ ar vugwal(e) ?

Ya, miser, miser ! N'é ket din ma-hun c'hoazh, miser sevel ar vugwal(e) c'hoazh ! Ha ma é disk(et) e verc'h ken sod 'vel a'h é'i ! Aet ga hezh, dre e faot daoñ é, pugur me meus ket bet droad da gorrij houzh ! Kar ma vïen bet… Mé dow, an dow-all zo bet sujet ga'r bod-panal !

– Pet(r)a é ? An dow-all zo bet… ?

Sujet !

– Petar é an dra-s(e) ?

An dra-he zo bet, ah ben ils ont été commandés quoi et corrigés ! É bet jujet o-dow ha goulskoude oa an dow baotr

– Gan ar bod-panal

Ya, ga ar bod-panal, ya. Ar bod-panal, ar bod-panal vïe korn an oaled ! Set' ar mod-se… Med oh ! Meus ket bet droad da douched dèi, oa fille à papa, trop gâtée quoi ! Sans ça, moi je l'aurais corrigée moi !

– Ha peus ket, peus ket bet essêet kuiñ ar boesson pe traou ar mod-s(e) ?


Yeo tre ! Med kaoud a ree 'nê memestra, pugur 'h ee da gerc'had d'ar bourc'h, nintra oa d'o(be)r ! Pugur ar mod-se ragn… Hag ar mod-se rank be gwraet ha lesket, les(ke)t an dud !

– Ya, ya, med sur walc'h n'é ket gwal aes hañ !

Me ma laret d'an assistant-sossial, « Me » me lar ar mod-se dèi, « blam betra 'h ee-hei, peus ket bet korrijet 'nèi, » lar-hei, « gast, ho merc'h » lar-hei « kass hezh pell, pell deus » lar-hei din, « pass lesk ho merc'h »

« Me » me lar ar mod-se dèi, « mije korrijet 'nèi, med me (e)mon ket 'vid kaoud mé marw ! » Me lar ar mod-se, « n'on ket 'vid bi la(h)et ! » Me lar ar mod-se, « ga hi zad ! War-digar(e), war-digar(e) les(k)añ houzh, voa lesket 'nèi d'o(be)r hi fenn ! » Nann, pugur toud ar pezh a ra houzh zo, oa mad ! Ha lec'h a istime ket ar re-all, neuhe int bet (????) alesse ha teue 'n-dro c'hoazh, pugur teue assames gatoñ, pugur hei a'h ee da gerc'had 'naoñ, oh !

– Ha vé laret « n'on ket 'vid kaoud ma marw » ?

'Mon ket 'vid kaoud ma marw war-digar(e) ober vad 'vid lod douzh an dud ahe ha vid korrijañ 'nèi, pugur ma mïe skôet gati petram ma vïen aet d'essêo dressañ 'nèi ma'hat mïe tapet ! Kar da ziveo oa nintra d'o(be)r gantoñ ! Set ar mod-se 'ha…

28/11/2015

Ar sêsoniou zo cheñchet

Bet divanket d'an de kentañ deus mis-kerzu 2015
Corrigé le 1er décembre 2015

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba Berrien ga Ch. Fer gad ur paotr. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha a(v)el mis-meurzh a zisec'he toud wechou ?

Ahhh ya ! Sec'hor, sec'hor mis-meurzh vije gwraet deus an dra-he

– Sec'hor mis-meurzh…

Sec'hor mis-meurzh kwa, ya ! Ah ya… Peuriñ ba mis-ebrel, ba'h mis-c'hwewrer ha sort e-bed ba mis-meurzh ! Nann, sec'hor mis-meurzh

– Ah boñ

Ah ya

– Pa vis(e) peuriñ ba mis-c'hwewrer ?

Ya ya memes bremañ, bremañ zo, damaig 'ma hond da ve glas ar parkeier ahe gis-se kwa, med 'tresseg 'benn mis-meurzh vo peuriñ bremañ ba mis-ebrel hag mis-c'hwewrer ha 'benn mis-meurzh vo sort e-bed ! Nann, (ne)med ar sec'hor ! Sec'hor mis-meurzh, n'eus ket… An dra-he so un dra hag a zo bet digoueet, bremañ vé ket kement kin, ar sêsoniou zo cheñchet kwa, med bet zo bet un amzer hag a vije sec'hor c'hoazh ba mis-meurzh ar mod-se hag hé sort e-bed kejimant kwa ! Oh nann, devet an traou toud…

– Devet, devet vis(e) an traou ?

Ya, devet ! Ya, ya, rostet so toud ga'r sec'hor, ya… Ah ya

– Ha pe-sort mod vis(e) laret ? Ar parkeier oa ru pe… ?

Ah ru, ya ! Ya

– Ah ya

Devet, devet eint kwa ! Ya, devet, ya

– Ha goud(e)-se tàe d'en-dro ba mis-ebrel, nann ?

Heñ ?

– Goud(e)-se ar peuriñ tàe d'en-dro ba mis-ebrel ?

Ah nann ! Mar teue glô ar peuriñ teue d'en-dro (a)darre kwa heñ

– Ya ya

Da, d'ond doussoc'h an amzer kwa ya ! Beñ ya, an dra-he teue (a)darre kwa, ya… Oh ya

– Ha petra vis(e) laret deus a(v)el mis-meurzh neu'n ? An heñi ze(v)è ar mod-s(e) ?

Meus ket joñj petra vise gwraet deus… Nann, nann meus ket joñj deus petra vije laret deuh a(v)el mis-meurzh, nann

– Klêt meus tud lared lar vis(e), ma vis(e) a(v)el yin ba mis-ebrel pe barzh, ba mis-mae vis(e) laret : meurzhañ a ra

Nann, nann. Me meus ket bet klêt

– Peus ket bet klêt se ?

Nann, neuhe a laron dit, neuhe meus ket, kalz traou meus ket bet chilowet james deus an amzer

– Ah ya

An amzer nann, n'é ket… Deus an amzer, nann, nann… Ah nann !

– Ha 'hend-ell, wechou halle ar glaw chom pad, pad pell ba mis-eost pé vis(e) an eost prest dé, dé vi despunet, pet(r)a vis(e) laret neu'n ?

Ya… Kalz a draou vise laret neuhe, kalz… Ur revin é kwa gad, ma ! Ma vé chomet pell an eost, gwech-all neus bet a-wechou, laron dit, zo bet kejimant revinet an dud ga'n dra-he, pa ziwane an ed ba'r parkeier ha mem d'an ampoent-s(e) vije chomet an ed ba'r parkeier, chomet savellet e vijent, bremañ vé ket kin 'e. Bon a-wechou memes a ziwanent ba'r parkeier 'benn vijent kerc'het. Ah ya ! Bet kollet-net ! Oh ya… Lod vije delc'het 'nê ha vïe gwraet berniou bihen ha lod a ree berniou, amañ vije gwraet bernigou bihen deusoute kwa

– Ya ya

Ya hag ar re-he chome mad kwa, med ar re chome ba'r savellenn neuhe 'r re-he dape dour toud, us d'ar re-he vijent ket troc'het ma viche ket voien d'o(be)r ha' ziwane ba'n o, ba'n o blantenn neuhe memes-mod kwa, ar beg 'h ee d'an douar c'hoazh ha vije foutu

– Ha laret vis(e) « diwanet eint », ne vis(e) ket laret « higilet » pe… ?

Nann, nann, me lar « diwanet » ya

– Diwanet

Ya, ya, ya

– Ah ya… Ha pet(r)a vis(e) laret ma gouee an ed, ma dorre an ed ha 'h ee d'an douar ?

Ah ! Gourveet, gourveet é 'n ed

– Gourvelet é 'n ed ?

Ya, gourveet eint, ya

– Gourvelet ?

Ya, gourveet ! Gourveet, ya, couché quoi si on veut quoi hein

– Ah ouais, ha neu'n vïe, ziwane dre ar penn-ell deus… ?

Nann, dre ar… ! Ah nann, ur wech tal touchet an douar ma vich(e) ket voien da droc'hañ 'nê dizhtu a ziwanent deus an douar ar mod-se kwa, ya ar beg, ar beg 'h ee d'an douar dizhtu

– Ya ya

Ar beg oa pounnerroc'h, 'houzoh walc'h, pugur oa ar greun barzh, 'h ee d'an douar hag ahe ziwanent buan ma chome golo

– Ha vé ket laret « dowbennet é » ?

Meus ket bet klêt, nann

– Nann ?

Nann, meus ket bet klêt, med d'ar fin… Alïes vije gallet, oa ur jeu bennag da zestum anê memestra kwa ya

– Alïes vise red kaoud ur jeu benneket dé… ?

Oh ya ! Da zestum 'nê ar gwellañ ma vije gallet ! Un tamm koll a vije kwa, med da goll, n'eent ket toud da goll memestra kwa, nann, cherret e vije. An dra gwellañ a meus bet memestra da zelc'hen (aha)non 'e tamm-ha-tamm, ah memestra ya. Oh ya ! Neuhe vije poan ga'n ed ha kemer poan ba traou toud

– Kemeret vis(e) poan ?

Oh ya ! N'é ket un tamm bihen c'hoazh ! Oh ya ! Ah ya, un' meus bet gwelet ur wech pé me ma pemzeg, me meus gantoñ troc'h, troc'h(et) ed ga'r valz, med me meus gwraet ha neus bet neuhe hag a vije ar c'hargad vije astennet war ar park hag a vije lesket da sec'hañ ahe gis-se, goûd a res blam d'o(be)r petra ?

– Nann

Blam da zibellañ 'naoñ, pudur ar pell oa red kaoud da lakad ba'h golc'hidou zo ba'h ar gwelïou

– Ah ya

Ya ha pé vije bet ur penna(d)ig war ar park-se bon euh, viche miret ur c'hrogad, un tammig bihen kwa hag a zibelle kalz gwelloc'h kwa hag a vije destumet goud(e)-se neuhe hag ereet neuhe (a)darr(e)

– Ha pad pegeit vïe, vis(e) les(k)et war ar park

Oh ! Tri-pevar devezh kwa, ya, med drog é un tamm bihen blam daoñ da zibellañ kwa, d'ar pell da zond deuh ar c'herc'h kwa, ya blam da gaoud ar pell da lakad ba'r gwelïou kwa. Vich(e) ket lesket re, kar mar vije chomet re, mar teue ar glô re warnoñ a teuie da suilhañ kwa, oa ket mad neuhe kwa, nann. Ya ya, kompliket ar jeu, ya

– Ha vis(e) ket leusket da suilhañ ?

Nann nann nann, med bremañ boe é deut ar mekanikou bras ha traou mod-se, n'eus ket bet… Me meus gwelet dornañ gad, ga mekanikou-keseg hag ahe gis-se a vije red, ar c'herc'h oa sterd da zornañ 'sell ahe pé vije bet astennet war ar park diboe ur c'hrogad hag oa kalz aesetoc'h da zornañ ha dibellañ ree, ya 'ha !

– Ah, aessoc'h dé zornañ 'e. Ya, med an dra-s(e) oa mïoc'h labour 'è ?

Daon ya ! Labour oa sur ! An dra-he é ar bern labour zo bet gwraet ganomp da droc'hañ an dramm, an dramm gerc'h ar mod-se, bon (????) bon ha oa ar sistemig astennet ar mod-se kwa. Bon, houzh ar ree 'e gad an divac'h pe gad ur c'hrog ha vije gwraet un horzenn deusoute just, med red vije eren 'nèi 'e sell vije tapet un tamm neuhe, an tamm kerc'h neuhe ha gwraet un horzenn neuhe kwa ha troc'het oa ar penn deusouti ha passeet da zornañ hag ar bord vije gwïet ha gwraet an horzenn neuhe, ah ya…

– Ar merc'hed 'h ee ?

Oh daon ya ! Ar merc'hed, toud toud an dud a'h ee !

– Toud an dud 'h ee, ya ya

Toud an dud, ya ! Oh ya… Toud an dud, ah ya…

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog