08/09/2011

Ar sakrist hag ar marc'hadour-lousou

Trañskripsïon bet divanket d'an 8 deus mis-kerzu 2014

Fenos vo laket ur rismodell bet kontet ga Jañ-Mari Skragn deus 'n Uhelgoat. Mersi bras da Abrobin 'vid an añrejistramant war an internet, gall a reh chilow 'nahoñ war e vlog-video, hadtrañskrivet meus Jañ-Mari deus pezh meus klêt ma-hun


Amañ barzh Sant-Nigouden, amañ gi-mañ oa un tamm dèn bihen-bihen o chom amañ ! Bihen-tre oa med, ha oa un tamm douar gantoñ ahè un tu mennaket ba'r c'hostïou ahè ! Hag a oa oc'h o(be)r ar sakrist (iv)e ga'n otro-person.

Set' bremañ, goûd a-walc'h hou(zo)h, pe-sort mod amañ gwech-all, daoust a vije bihen an dud wechou nïent gwraged hag a vïe re-vraw. Setu na ur wreg vraw (iv)e ! Ha bremañ houzh oa un tamm bihen « skañw he gar » (e)vel vé laret (iv)e hag a ree-hi tammou troiadennou d'ar sakrist !

Ha bremañ neuhe, breumañ neuhe ! Oa laret dehoñ, un devezh neuhe hei ree kime lared nïe poan-gov, poan-gov a nïe ! Hag (e)vi(d) passeal ar boan-gov oa laret da Jañ-Mari - pudur hañw oa e hano Jañ-Mari (e)veldin-me, a-peu-prè ken ginoweg (e)veldin-me oa (iv)e – hag eh ! Oa daw dehoñ mond da gerc'had dour da Bont-Pinèr. Ha Pont-Pinèr oa ket tal-kichenn amañ ! An dra-he oa tre du-he ba departamant Penn-ar-Bed (iv)e, pell ahann ! Ha vïe daw dehoñ, (a-)benn mond da gerc'had dour da Bont-Pinèr, partïal (a-)raog vïe deut an nos hag a dape an dour ba'r veunteun pé vïe an hanter-nos sonañ ! Neuhe vïe laret dehoñ : (a-)benn vïe mad an dour deuh ar c'hleñvejou vïe daw tap anehoñ keit-ha vïe an hanter-nos sonañ ! Set' pé zigouee ene (e)vid hanter-nos, da garg e vachin, vïe partïet bremañ (a-)raog oa kuet an heol, (a-)benn vïe digoueet en-dro an de war-lerc'h vintin vïe deut an de !

Set' keit-ha vise Jañ-Mari o hond da Bont-Pinèr da gerc'had dour, an intron ree... hac'h ! Ar java, (e)vel vefe laret bremañ, ba'r gêr ! Set' teuie an otro-person da wel (a)nehi ! An otro-person...

Set' un devezh pé oa hond da gerc'had dour, pé vïe aet toud an dour deuh ar pod, bade ket pell an dour hañ ! Bep tri-pe(va)r deve(zh) vïe kasset Jañ-Mari da gerc'had dour da Bont-Pinèr ! Set' un devezh oa hond neuhe bremañ ha digoueet ar marc'hadour-lousou gantoñ ! Neuhe vïe tud gwraet, ar marc'hadourien-lousou vïe gwraet deuh an dra-he, (e)vi(d) ar loned ha (e)vi(d) an dud ha-toud : Des apothicaires ! (E)vel vefe laret e galleg kwa! 'H o(be)r tro war ar maes mod-se ha digoueet gantoñ :

- Hond 'n hent Jañ-Mari ?

- Ah ! Me zo hond da gerc'had dour ! Lar-hañw pudur ar wreg du-mañ Marc'harid, lar – Marc'harid oa hano ar wreg – n'a ket mad en mod e-bed (ne)med ga dour deus Pont-Pinèr !

- Te zo ur ginoweg ! Lar, te vé kontet kaojou dit ! Lar, n'é ket gwir an dra-he ! Lar, houzh, lar, vé an otro-person tond da wel (a)nehi ! Lar, tes da hond (e)vi(d)...

- N'é ket gwir ! Lar Jañ-Mari, Marc'harid ra ket an dra-he din-me ! Lar

- Me lar dit é gwir ! Lar ha kred aha(n)on ma heus c'hoant ! Ma heus ket, lar, memes-mod é din ! Lar

(A-)benn ar fin :

- Gwraet ur bariadenn me-keres ! Lar

- Me meus sort e-bed da barïou ! Lar Jañ-Mari

- Me ray arc'hant ma lousou dit, lar ar marc'hadour-lousou dehoñ, ma n'é ket gwir ! Lar, ha te ! Lar, peus kimed roiñ un tamm gwinizh heus ahe gis-se ! Lar

Lak a ree un tamm gwinizh (iv)e (e)vid kaoud boued da roiñ d'i yir

- Po kime roiñ da winizh din-me ! Lar

- Mad !

Set' (a-)benn ar fin : gwraet ar bariadenn ahe ! Ha digoueet hat paotr-powr ! Kich an ti, ah nondidïe ! Oa ket klañw Marc'harid ! Me lar dit 'h ee ar jeu ba'n ti-mañ hañ ! Klêt vïe ar gwer strakal war ar lor-zi, machin, toud ! Hag e, olala ! Neuhe oa diskoñjolet Jañ-Mari ahe :

- Ah, gwir é hat ! Lar, tapet din 'ha ! Med lak aha(n)on ba'r baner ! Lar

Pudur ar baner oa erro goullou hañ ! Oh, mellou baner oa ga'r marc'hadour-lousou ha hemañ oa un tammig bi(he)n bi(he)n ha neu'n oa serten oa gall lak anahoñ ba'r baner !

- Ha skos war an nor ! Lar ha lak aha(n)on ba'n ti ma galleh, lar

Set' oa gwraet mod-se 'ha ! Med, renket neu'n an otro-person pé oa skôet da zigentañ war an nor :

- Tok-tok !

- Piw zo ahe 'ha ?!

- Me é ar marc'hadour-lousou ! Lar

- Oh gast ! Petra ri...

Da zigentañ vïe ket (e)vid o(be)r set' (a-)benn ar fin neu'n Marc'harid lar :

- Kerzh da zigor an nor da varc'hadour-lousou ! Lar

Har oa deut ar marc'hadour-lousou ba'n ti :

- Med, daw é dit chikour (a)ha(n)on da lakad ma vaner, kar ma vaner zo pounner ! Lar

Set' oa krog an otro-person ba ur penn deuh ar baner ha laket (a)nahoñ ba lost an ti. Set' oa traou war an daol hañ ! Kig-yir ha gwin mad ha kemend sort oa toud ! Hag Marc'harid oa-hi ket klañw hañ ! Ah nann ! Het' 'h ee ar jeu en-dro ! Set' oa laret dehoñ, da'r marc'hadour-lousou, mond deuh an daol (iv)e. Set' (a-)benn ar fin neuhe, an otro-person lar da Varc'harid :

- C'hwi oar kanañ Marc'harid ! Kan ur son demp 'ta ! Lar

Oh da zigentañ Marc'harid lar :

- Oh ! Rañw ket, rañw ket ! Lar

- Eo ! A lar, c'hwi gan braw ! Lar, daw é dec'h kanañ demp !

Set (a-)benn ar fin oa komañs Marc'harid da ganañ. Ah ! Med, n'ounn ket dig-heñw teu ar vouezh din :

Aet é Jañ-Mari da Bont-Pinèr
Da gerc'had dour gad e bod-fer,
Teuy ket en-dro ken a vo de
Meulomp Doue, meulomp Doue !

- Oh ! Ur vouezh vraw neus Marc'harid 'ha ! Lar, olala ! Houzh gan braw 'ha ! Ah ya 'ha !

- Ha c'hwi otro-person 'ha ? C'hwi vé kanañ bep sul ba'n averenn ! C'hwi zo gouest neuhe da ganañ un tamm (iv)e !

- Oh ya 'ha ! Lar an otro-person, me zo gouest d'ober ahe !

Hañw saw en e saw ! Ha hemañ neuse teu ur vouezh deuh e gorv heñ !

Me meus ur wreg vraw da'm zigemer
Pa na vé ket ar mestr d'ar gêr,
Teuy ket en-dro ken a vo de
Meulomp Doue, meulomp Doue !

- Oh vendidïe ! A lar, c'hwi oar kanañ 'ha ! Ah ya !

(A-)benn ar fin 'h ee ar jeu en-dro, deut gwin war an daol dahoñ ! Mad an traou

Set' Marc'harid ha neuhe an otro-person lar d'ar marc'hadour-lousou :

- Deuet 'ta ! Marc'hadour-lousou, kanet un dra !

- Me n'ounn ket kanañ aha(n)on-me ! Me n'ounn ket kanañ...

- Eo mechañs ! Lar, toud an dud oar kanañ en mod pe vod ! Lar, un dra mennaket teuy ganeh ! Lar

- Ah neuhe ! Lar

Hemañ oa savet e saw :

- (A-)benn ar fin ah añw da ganañ un' dec'h ! Lar

Set' hañw lar neuhe :

Me meus ur lapouss im vaner
Ha pa kano diskano kàer,
Med, gano ket ken a vo de
Meulomp Doue, meulomp Doue !

- Beñ c'hwi lar ouïeh ket kanañ ?! Med, c'hwi a gan braw-tre 'hat ! Lar

Ya, set' (a-)benn ar fin neuhe oa komañset ar jeu da gan en-dro, hè lar dehoñ :

- Med, ur lapouss peus laret oar kanañ ? Lar, lar dahoñ kanañ 'ta neuhe !

- Oh ! Lar, me oa ket 'hond d'o(be)r ! Lar-hañw, c'hwi oar a-walc'h, ar lapoussed ganont ket ken teu an de ! Lar, heñ gano ket deus an nos ! Lar ha c'hoazh matrehe ray ket ! Lar kar me gav din zo droug ba'nehoñ !

Gweled vïe ar c'hached hijal paotr-powr ! Ma'hat oa ar lapouss zo un imor ba e gorv... Het' (a-)benn ar fin memestra oa komañset ar sklàerijenn da zond dre an apavañchou, komañset ar c'hejer da ganañ war ar perzhou, set' ar marc'hadour-lousou lar d'e lapouss neuhe :

- Ale lapouss ! Lar, bremañ zo voien dit da ganañ un', ma heus c'hoant d'o(be)r ! Lar, bremañ é deut an de ! Lar, bremañ zo voien dit ! Lar

Setou me lar dec'h oa deut ur vouezh vraw maes ar c'hached 'ha paotr ! Ya :

Ga'n otro-person é aet ma gwreg !
Gad paotr ar lousou eh ay ma ed !
Heñ gano ket ken a vo de !
Meulomp Doue, meulomp Doue !

D'an otro-person en overenn !
Heñ gano da-ziwar-boues ma venn !
Me gano dehoñ war-boues ma venn !
Hag droc'ho dahoñ e vilhotenn !

1 commentaire:

  1. http://brezhonegarbobl.forumgratuit.org/

    Gortozet out, Jolback!

    RépondreSupprimer

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog