Klask komjennou ba'r blog

25/02/2017

Ar saout visen 'tiwoull

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba Plonee gad ur paotr 'zhpenn pemzeg la so. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/161702027



– Ha c'hwi oa naw krouadur ?

Nin oa naw : Peder merc'h ha pemp paotr

– Pe-sort blavezh oc'h ganet ?

Me zo gan(e)t en mil naw… Ar bla(v)ezh mil naw-c'hant naonteg

– Duzhtu goude ar bresel kwa

Dizhtu goud(e) ar bresel pevarzeg ya, ya-ya !

– Ha c'hwi oa 'n hi(ni) yaouankañ deus ar familh

Me oa… N'é ket ! Diw verc'h oa yowankoc'h 'vidoun, me oa ar yowankañ deus ar baotred ! Mod-all oa diw-all hag a na… Mé c'hoar goshañ oa dimeet 'e hag a na naw 'è, houzh oa un tamm mat koshoc'h 'vidoun, oa naonteg vla koshoc'h 'vidoun !

– Ha pe-seurt mod oa ar feurm lec'h ma oac'h ganet ene neu'n ? Ur feurm bras pe…

Oh ! Goud(e)-se é bet, ma'hat oa tri-ugent, oh ! Ma'hat oa pemp ha tri-ugent devezh-arad bennaket, med goud(e)-se é bet partaj(e)t dre an hanter pe-prè, sete… Hag ar lojamañchou bet gad ur voger ba'r c'hreis toud toud dram da ziferantañ 'nê, gad ur voger dram oa pep-heñi i lodenn deuh ar c'hrow, me(d) oa ket, oa ket gwal aes ! Ha goud(e)-se 'benn ar fin eint bet gwerzh(et) en-dro ha namp kemer(e)t 'nê toud, set(e) namp bet trañsform(e)t 'è un tamm, ar gwellañ ma namp gall(e)t kwa ! Ya-ya !

– Hag a choñj peus deus ar… Da be-oad oc'h bet laket da, da labourad ? Da chikour ar re-vras neuhe ?

Oh beñ ! Raog oan aet d'ar skoul vïen dija 'tiwall ar saout, pell a-raog dija ! 'Tiwoull ar saout… Hag an dra-he oa, me ma plijadur ga'r re-he 'ha ! Kar goud(e) oan aet d'ar skoul (a)darr(e), beb tri mis bennaket teuer d'ar gêr ha ar c'hent(añ) tra a reen é mond d(a) grow-ar-saout da wel 'nê, me aneè ar re-he toud ar saout ! Me oa trô(e)t ga'n dra-he !

– Ped buoc'h oa ganeoc'h ?

Ow ! Un deg bennaket, an dra-he oa : Ar c'hrow oa ket bras, heñ oa ket aes lak(a)d mïoc'h, pugur oa troc'het dre an hanter ! Oa partaj(e)t dre an hanter, sete oa ket aes kaoud lec'h-all, nann. Med d'ar mar(e)-te oa miser walc'h war 'r c'hampagn 'è, pegur oa ket (???) oa na nintra… Eürusamant ! Nin oa kalz ba'r familh, sete nin oa aessoc'h damp, pugur oamp kalz paotred. Pé vïe kestïon d'ond d'o(be)r ar foenn vïe dija un neubeud…

– Setu oa ur binvidigezh kaoud bugale d'ar poent-se neuhe

Ya ! An dra-he, surtoud 'vid an dra-he vïe, dam an dra-he vïe gwraet kalz ! Vïe kalz bugwal(e) dam da joukour kwa ! Ba'r ferm. Daw oa kaoud main d'œuvre, pugur oa ket materiel

– Setu a-bred vije laket ar voussed da, da labourad war-dro ar foenn

Oh ! War-dro ar foenn reen, pé vïemp vakañchou a teuen da 'r skoul, 'benn-neuhe vïe mar(e) ar foenn ha me vïe 'tires(t)añ, 'tisrest ar foenn ba'r prad (a)ssames ga'r re-yowank-all kwa ! Mé c'hoar hag a moussed, med mod-all… Ha ga saout : Ar saout visen 'tiwoull ha deus an hañw ar saout vreskinne mad ! Bremañ rent ket kin ! A-wechou vé krog ar c'helien-kamm ba enne ha hègn a haloupe ha me oan ket 'vite 'haloupad (aha)naon ! Troc'h hent war'nê

– Ha da be-oad oc'h bet laket d'o(be)r war-dro ar c'heseg neuhe ?

War-dro ar c'heseg oan, meus ket bet gwraet keme(nt)-se (aha)naon ken oan deut seiteg vla bennaket, tri-vec'h vla, neuhe visen war-dro ar c'heseg, ree treiñ-douar a-raog toud. Pugur ar re, ar re oa koshoc'h 'vidoun vise, set(e) ar re-he oa bet chom(et) mem-mod d'ober kwa !

– Setu vije lesket ar re a ouïe d'ober kentoc'h neuhe

Ya ! Ya sur ! Ha gou(de)-se neuhe vise… Gou(de)-se, ya… Hag neuhe ! Neuhe vïe daw diwoull ar saout, pugur 'benn-neuhe oa ket paotre(d)-saout c'hoazh, pugur kourañ elektrik oa ket c'hoazh… Oa ket deut an elektrissite ken en 60, set(e) 'benn-neuhe me oa deja, 'benn-neuhe on bet chom(et) bresel walc'h pell-oa, bet pelloc'h c'hoazh : Tost ugent vla, fei ! En 45 beked 60, set(e) on bet pemzeg vla bennaket goud(e)-se pé oa, p(é) oa deut ar c'hourañ. Fei ! Neuhe goud(e)-se oa bet modernis(e)t an traou un tamm ! Hag pugur oa ket elektrissite (me)mestra, pugur me 'n-im okupe deuh ar saout hag a choukour 'hor(o) 'nê vïen neuhe, oa pren(et) ur machin 'vid gor(o) ar saout, med oa ket kourañ ! Sè oa daw 'h o(be)r ga'r moteur à essence, a-wechou 'h arete greis-toud ! Sè ! Sè vïe daw komañs en-dro ! An dra-he oa ar bla(v)ezh eizh ha hanter-kant, en 58 oa deut

– Med a-raog ar bresel neuhe ba, ba'r familh : Piw ree war-dro ar saout ?

Me, me… Kontuni me ree ! Mé breur vise, un', ur breur, heñw oa koshoc'h 'vidoun 'e, toud oagn… Me(d) war-dro ar saout neus gwraet 'vid ar wech toud ! Ha goud(e)-se on bet les(k)et ma-hun hag oblijet, oblij(e)t da hor(o) anê ! Ar moc'h oa ganin ha reen toud, oblij(e)t d'o(be)r toud, pet(r)a 'n un neubeud blavechou on bet 'h o(be)r toud ma-hun 'e : Gor(o) ar saout, rôet d'ar l(ou)eou hag rôet d'ar moc'h ha mond d'ar park gou(de)-se ! Troiñ-douar ! Med goud(e)-se, 'benn-neuhe oa deut an trakteurien, komañs(e)t, 'benn-neuhe oa deut dija, oa ket bet kei(d)-se ! Goud(e)-se oa deut an trakteurien, sete goud(e)-se oa pren(e)t an trakteur David Brown, marque anglaise hag sete vïen ket 'troiñ-douar gantoñ, oa mé breur vis(e) 'h o(be)r kontuni, med goud(e)-se vïen 'h o(be)r (me)mestra !

– Med an trakteurien oant ket deut a-raog ar bresel memestra, nann ?

Nann, be oa un' bennaket ba Plonee matrehe, raog ar bresel n'ounn ket (ha)g-eñw oa un' ba Plonee, med goud(e) ar bresel oa pe(va)r pe bemp matrehe 'tre toud, 'tre toud Plonee… Oa ket kalz heñ ! Pugur houzh so ur mell parres !

– Ha c'hwi peus bet ho kentañ trakteur neuhe e pe-sort blawezh ? E…

Eh ! David Brown oa an heñi kentañ, goud(e)-se meus, oa pren(e)t ur Fendt, heñ oa allemand, marque allemande. Hag goud(e)-se so pren(e)t Renault ! Deg vla bennaket vïe gwraet ga pep-heñi tro-war-dro, tro-war-dro ha vïe pren(et) un' ne(ve) en-dro !

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog